Mont d’an endalc’had

Bibl/Eil Levr ar Vakabéed

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 333-360)



EIL LEVR


AR VAKABÉED.


————


I. PENNAD.


Iuzevien ar Judéa a zanével dré skrid da Iuzevien ann Éjipt marô Antiokus Épifanes.


1. Ar Iuzevien a zô é Jéruzalem, hag é brô ar Judéa, d’ar Iuzevien hô breûdeûr a zô enn Éjipt, salud hag eur péoc’h mâd.

2. Ra rai Doué vâd d’é-hoc’h, ha ra zeûi koun d’ézhan̄ eûz ar gévrédigez en deûz gréat gan̄d Abraham, ha gan̄d Isaak, ha gan̄t Jakob, hé zervicherien feal.

3. Ra rôi d’é-hoc’h holl eur galoun unvan, évit ma azeûlot anézhan̄, ha ma réot hé ioul gan̄d eur galoun vrâz, hag eur spéred karan̄tézuz.

4. Ra zigorô hô kaloun d’hé lézen, ha d’hé gélennou, ha ra rôi ar péoc’h d’é-hoc’h.

5. Ra zélaouô oud hé pédennou, ha r’en em unvanô gan-é-hoc’h, ha n’hô tilézet két ar gwall amzer.

6. Évid-omp-ni, émomb bréma aman̄ ô pédi évid-hoc’h.

7. Dindân rén Démétrius er bloaz naô hag eiz-ugen̄t, hon eûz skrivet d’é-hoc’h, nî Iuzevien, er glac’har hag enn én̄krez a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp er bloasiou-zé, abaoé ma oa éat-kuît Jason eûz ann douar san̄tel, hag eûz ar rouan̄télez.

8. Ann ôr a zevchon̄t, ar goad dinam a skulchon̄t : ha nî a bédaz ann Aotrou, hag hén̄ a zélaouaz ouz-omp, hag é kennigchomb ar sakrifiz, ha bleûn̄ gwiniz, hag é énaouchomb ar c’hleûzeûriou, hag é lékéjomb ar baraou dira-z-han̄.

9. Lidit éta bréma gouél ann teltou eûz a viz Kasleu.

10. Er bloaz eiz ha naô-ugen̄t, ar bobl a zô é Jéruzalem, hag er Judéa, ann hénaoured ha Judas, da Aristobolus mestr ar roué Ptoléméus, péhini a zô eûz a wenn ar véleien sakr, ha d’ar Iuzevien a zô enn Éjipt, salud ha iéc’hed mâd.

11. Goudé béza bét dieûbet gan̄d Doué eûz a wallou brâz, hon eûz hé drugarékéet-kaer, pa hon eûz gellet stourmi oud eunn hévélep roué.

12. Râg hén̄ eo en deûz lékéat da zével eûz ar Bersia, al lôd brâz a dûd a zô deûet da stourmi ouz-omp, hag oud ar géar zan̄tel.

13. Hôgen pa édo ann dûg anézhô er Bersia, gan̄d eunn armé diniver, é oé lazet é templ Nanéa, touellet gan̄t kuzul béleien Nanéa.

14. Rag Antiokus ô véza deûet gan̄d hé viñouned é templ ann douéez-zé, ével évid dimézi gan̄t-hi, hag évid digémérout kalz a arc’han̄t évid hé argourou,

15. Béleien Nanéa a ziskouézaz d’ézhan̄ ann holl arc’han̄t-zé ; ha pa oé éat gan̄t nébeûd a dûd é diabarz ann templ, é serrchon̄t dôr ann templ,

16. Kerken̄t ha ma oé éat Antiokus ébarz : hag ô véza digoret eunn ôr gûz eûz ann templ, é kémerchon̄t mein, hag é labézchon̄t anézhan̄, hag ar ré a oa gan̄t-han̄ ; ha goudé béza diskolpet hô c’horfou, é trouc’hchon̄t hô fenn d’ézhô, hag hô zalchon̄t er-méaz.

17. Benniget ra vézô Doué é pép-trâ, hén̄ péhini en deûz gwerzet enn doaré-zé ar ré fallagr.

18. Ével ma tléomb éta, er pempved deiz war-n-ugen̄t eûz a viz Kasleu, lida glanérez ann templ, hon eûz kavet réd hé rei da anaout d’é-hoc’h ; évit ma lidot ivé gouél ann teltou, ha gouél ann tân a oé rôet, pa gennigaz Néhémias ar sakrifisou, goudé m’en doa assavet ann templ hag ann aoter.

19. Râk pa oé kaset hon tadou é sklavérez er Bersia, ar ré eûz ar véleien péré a zoujé Doué, ô véza kéméret ann tân a ioa war ann aoter, a guzaz anézhan̄ enn eunn draoñien, é péhini é oa eur pun̄s doun hag hesk ; hag énô é virchon̄t hag é tiwalchon̄t anézhan̄, hag al léac’h-zé na oé anavézet gan̄d dén.

20. Hôgen pa oé tréménet meûr a vloaz, hag é plijaz gan̄d Doué ma oé kaset Néhémias er Judéa gan̄t roué ar Bersia, é kasaz mipien-bihan ar véleien hô doa kuzet ann tân, évid hé gerc’hout : hag, ével ma hô deûz hé zanévellet d’é-omp, na gefchon̄t két a dân, hôgen dour téô.

21. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhô tenna anézhan̄ hag hé zigas d’ézhan̄ : hag ar bélek Néhémias a gémennaz sparfa gan̄t-han̄ ar sakrifisou hag ar péz a ioa war-n-ézhô, ar c’hoad hag ar péz a oa war-n-ézhan̄.

22. Pa oé gréat kémen̄t-sé, ha pa luc’haz ann héol péhini a oa kuzet ken̄t gan̄d eur goabren, é krogaz eunn tan braz, enn hévélep doaré ma oé souézet ann holl.

23. Hôgen ann holl véleien a réa ar béden, kén na oé peûr-zevet ar sakrifiz : Jonatas a zéraoué, hag ar ré all a respoun̄té d’ézhan̄.

24. Hag ével-henn é oa péden Néhémias : Aotrou Doué, krouer pép-trâ, eûzuz ha kré, reiz ha trugarek, roué mâd hép-kén̄,

25. C’houék hép-kén, reiz hép-kén, hag holl c’halloudek, ha peûr-baduz, péhini a zieûb Israel diouc’h pép drouk, péhini éc’h eûz dilennet hon tadou, hag éc’h eûz hô san̄télet :

26. Digémer ar sakrifiz-man̄ évid da holl bobl a Israel, mîr ha san̄tela da lôden.

27. Stroll hor ré skiñet, dieûb ar ré a zô sklaved d’ar brôadou, sell a druez oud ar ré a zô disprizet hag argarzet ; évit ma wézô ar brôadou pénaoz eo té hon Doué.

28. Glac’har ar ré a vâc’h ac’hanomp, hag a heskin ac’hanomp gan̄t balc’hder.

29. Laka da bobl enn da léac’h san̄tel, ével m’en deûz hé lavaret Moizes.

30. Koulskoudé ar véleien a gané gwersiou, kén na oé peûr-zevet ar sakrifiz.

31. Ha pa oé peûr-zevet ar sakrifiz, Néhémias a c’hourc’hémennaz ma vijé skuḻet ann dilerc’h eûz ann dour war ar vein vrâz.

32. Kerken̄t ha ma oé gréat kémen̄t-sé, é krogaz eur flamm anézhô : hôgen loun̄két é oé gan̄d ar goulou a luc’haz war ann aoter.

33. Pa oé deûet da véza anat kémen̄t-sé, é oé danévellet da roué ar Bersied pénaoz enn hévélep léac’h é péhini é oa bét kuzet ann tân gan̄d ar véleien a oa bét dizouget, é oa bét kavet dour, gan̄t péhini Néhémias hag ar ré a ioa gan̄t-han̄, hô doa glanet ar sakrifisou.

34. Ar roué ô véza évéséet mâd ar péz a lavared, ha goudé béza anavézet ar wirionez, a zavaz énô eunn templ.

35. Goudé ann arnod-zé, é rôaz kalz madou, ha kalz rôou all d’ar véleien, oc’h hô darnaoui gan̄d hé zourn hé-unan.

36. Hôgen Néhémias a c’halvaz al léac’h-zé Neftar, da lavaroud eo, Glanérez. Gan̄t meûr a hini eo galvet Néfi.


————


II. PENNAD.


Dilerc’h eûz al lizer ken̄t.


1. Kavoud a réeur é skridou ar profed Jérémias, pénaoz é c’hourc’hémennaz d’ar ré a iéa er-méaz eûz ar vrô, kéméroud ann tân, ével ma eo merket, ha kémennet d’ar ré a iéa d’ann dizougadur.

2. Hag hén̄ a rôaz d’ézhô da lézen na an̄kounac’hajen̄t két kélennou ann Aotrou, ha na gouézchen̄t két é diboell ar spéred, pa wélchen̄t ann idolou aour hag arc’han̄t, hag hô braven̄tésiou.

3. Hag ô lavarout traou all enn doaré-zé, éc’h erbédé anézhô na bellachen̄t két al lézen diouc’h hô c’haloun.

4. Merket é oa ivé enn hévélep skrid, pénaoz en doa gourc’hémennet ar profed, dré eunn urs en doa bét digan̄d Doué, ma vijé kaset gan̄t-han̄ ann tabernakl hag ann arc’h, kén na vijé deûet d’ar ménez war béhini é piñaz Moizes, hag é welaz digwéz ann Aotrou.

5. Ha Jérémias ô véza deuet énô, a gavaz eur c’héô, é péhini é lékéaz ann tabernakl, ann arc’h, hag aoter ann ézan̄sérézou, hag é stan̄kaz ann digor anézhan̄.

6. Hiniennou eûz ar ré a oa deûet gan̄t-han̄ ô véza tôstéet évid arvesti al léac’h, na helchon̄t két hé gavout.

7. Pa glevaz Jérémias ann dra-zé, é tamallaz anézhô, hag é lavaraz pénaoz é vijé kuzet al léac’h-zé, kén na strollfé Doué hé bobl, hag é rafé trugarez enn hé gén̄ver ;

8. Ha pénaoz neûzé é tiskouézché ann Aotrou ann traou-zé, é vijé gwélet adarré meûrdez ann Aotrou, é vijé eur goabren, ével ma oa bét gwélet gan̄t Moizes, hag ével ma en em ziskouézaz pa c’houlennaz Salomon é vijé san̄télet ann templ évid ann Doué brâz.

9. Râg enn eunn doaré souézuz é tiskouézé hé furnez ; hag ével eunn dén leûn a furnez, é kennigaz sakrifiz gwestlérez ha peûr-ôbéridigez ann templ.

10. Ével ma pédaz Moizes ann Aotrou, hag é tiskennaz ann tân eûz ann én̄v, hag é tevaz loen ar sakrifiz, ével-sé é pédaz Salomon, hag é tiskennaz ann tân eûz ann én̄v, hag é tevaz loen al sakrifiz.

11. Ha Moizes a lavaraz, pénaoz né oa két bét debret ar péz a oa kenniget évid ar péc’hed, hôgen ma oa bét devet.

12. Salomon ivé a lidaz ar gwéstlérez a-zoug eiz dervez.

13. Ann hévélep traou-zé en em gav ivé é skridou hag é rollou Néhémias ; é péré é wéleur pénaoz évid ôber eunn dastum lévriou, é strollaz eûz a veûr a vrô levriou ar broféded, ré David, lizéri ar rouéed, ha roll ar rôou.

14. Judas en deûz ivé dastumet kémen̄d a ioa bét kollet é-pâd ar brézel hon eûz bét ; hag ann dastum-zé a zô étré hon daouarn.

15. Mar c’hoan̄tait kaout ar skridou-zé, kasit eur ré bennag évid hô digas d’é-hoc’h.

16. Skrivet hon eûz d’é-hoc’h pa oamp daré da lida ar glanérez : ervâd a réot, mar lidit ivé ann deisiou-zé.

17. Ni a c’héd éta pénaoz Doué, péhini en deûz dieûbet hé bobl, hag en deûz asrôet da bép-hini ann digwéz, ar rouan̄télez, ar vélégiez, hag al léac’h san̄tel,

18. Ével ma en doa hé ziouganet el lézen ; en dévézô abarz némeûr truez ouz-omp, hag é strollô ac’hanomp a bép tû eûz a zindân ann én̄v enn hé léac’h san̄tel.

19. Râg eûz a wallou brâz en deûz hon dieûbet, hag hé léac’h san̄tel en deûz glanet.

20. Diwar-benn Judas Makabéad, hag hé vreûdeûr, diwar-benn glanérez ann templ brâz, ha gwéstlérez ann aoter.

21. Diwar-benn ar stourmou dindân Antiokus ar brudet-brâz, ha dindân hé vâb Eupator ;

22. Diwar-benn ann trugarézou skéduz a zô deûet eûz ann én̄v war ar ré hô deûz stourmet gan̄t kaloun évid ar Iuzevien, enn hévélep doaré, pétrâ-bennâg ma oan̄t nébeûd a dûd, ma hô deûz trec’het ann holl vro, ha ma hô deûz lékéat da dec’hout eul lôd brâz a dûd-fallagr ;

23. Ma eo deûet d’ézhô adarré ann templ ar vrudéta eûz ar béd holl, ma hô deûz dieûbet kéar, ma hô deûz digaset a-nevez al lézennou a ioa bét lamet, ann Aotrou ô véza digaset d’ézhô pép-trâ da vâd ha da béoc’huz :

24. Enn divez hon eûz poelladet da lavarout enn eul levr hép-kén ar péz a zô bét skrivet é pemp levr gan̄t Jason ar Sirénéad.

25. Râg ô véza arvestet pénaoz al lôd brâz a levriou a laka ann histor da véza diez d’ar ré a fell d’ézhô hé deski, enn abek d’al lôd traou-zé a ziskouézeur d’ézhô.

26. Hon eûz poelladet skriva hou-man̄, enn hévélep doaré ma vijé kavet mâd gan̄t ar ré a felfé d’ézhô hé lenna ; ma helfé gwelloc’h choum enn én̄vor évid ar ré akétuz ; ha ma vijé talvouduz d’ar ré holl hé lennché.

27. Hôgen oc’h en em wéstla da ôber ann diverradur-man̄, n’omp két en em rôet da eul labour éaz, hôgen da eunn dra a c’houlenn kalz a striv hag a boan.

28. Hén̄vel oud ar ré a aoz eur banvez, hag a râ pép-trâ diouc’h ioul ar ré all ; ével-sé hon eûz gréat al labour-zé a galoun vâd é gounid kalz a dûd.

29. É-kén̄ver ar wirionez é fisiomp war ar ré hô deûz skrivet ; évid-omp-ni a lakai hor strîv da verraad anézhé hervez hon dézô.

30. Râg ével ma eo préder eur saver-tî, pa râ eunn ti nevez, lakaad évez oud al labour holl, ha ma klask hep-kén ar pen̄ter ar péz a dlé hé gaéraat ; ével-sé é tléeur menna diwar hor penn.

31. Râk déréout a râ d’ann hini a skrîv eunn histor, dastumi ann danvez évid hé ôber, reiza al lavar, hag en̄klaskout gan̄t préder brâz ann holl zarvoudou.

32. Hôgen d’ann hini a râ eunn diverradur é tléeur aotréa ma vézô berr enn hé skrîd, ha na zanévellô két ann holl zarvoudou.

33. Aman̄ éta é téraouimp hon danével : hîr a-walc’h eo ar c’hen̄t-skrid ével-sé : follen̄tez é vé béza hîr a-raog ann histor, ha béza berr enn histor hé-unan.


————


III. PENNAD.


Héliodorus ô véza deûet évit preiza ann templ, a zô skourjézet gan̄d élez.


1. Ar géar zan̄tel ô véza éta enn eur péoc’h brâz, hag al lézennou ô véza sévénet mad, enn abek da zouj-Doué ar bélek-brâz Onias, ha d’ar c’hâs en doa enn hé galoun oc’h ann drouk.

2. É c’hoarvézé ac’hanô pénaoz ar rouéed hô-unan hag ar brin̄sed a zougé kalz a enor évid al léac’h san̄tel, hag a réa rôou kaer d’ann templ :

3. Enn hévélep doaré ma lékéa Séleukus, roué ann Asia, rei eûz hé zalc’hiou ann holl vizou a zelle out karg ar sakrifisou.

4. Hôgen Simon eûz a vreûriez Ben̄jamin, péhini a oa karget eûz a ziwall ann templ, a lékéa hé striv évid ôber eur fallagriez-bennâg é kéar, daoust da brin̄s ar véleien.

5. Hôgen ével na hellé két trec’hi Onias, éz éaz da gavout Apollonius mâb Tarséa, péhini a ioa da zûg enn amzer-zé war ar Sélésiria ha war ar Fénisia ;

6. Hag é rôaz da anaout d’ézhan̄ pénaoz ten̄zor Jéruzalem a oa leûn a arc’han̄t, ha pénaoz ann holl arc’han̄t-zé a oa lékéat a dû évid ar géfridiou hollek, ha nann évit mizou ar sakrifisou : ha pénaoz é vijé gellet hé lakaad holl da gouéza é dourn ar roué.

7. Apollonius ô véza kémennet d’ar roué ar péz en doa klevet diwar-benn ann arc’han̄t-zé, ar roué a c’halvaz Héliodorus, péhini a oa hé gen̄ta ministr ; hag é kasaz anézhan̄ gan̄d ursiou, évid digas ann arc’han̄t-zé.

8. Héliodorus en em lékéaz râk-tâl enn hen̄t, war zigarez emwélout keriou ar Sélésiria hag ar Fénisia, hôgen évit-gwîr gan̄d ann dézô da ôber kéfridi ar roué.

9. O véza deûet é kéar Jéruzalem, hag ô véza bét digéméret gan̄d ar Bélek-brâz gan̄t kalz a azaouez, é tanévellaz d’ézhan̄ ar péz a ioa bét lavaret d’ar roué diwar-benn ann arc’han̄t, hag é tiskleriaz d’ézhan̄ ar gwir abek eûz hé ergerz : hag é c’houlennaz hag ez oa gwîr kémen̄t-sé.

10. Neûzé ar Bélek-brâz a ziskleriaz d’ézhan̄ pénaoz é oa bét lékéat ann arc’han̄t-zé é miridigez, hag é oa bividigez ann in̄tan̄vézed hag ann emzivaded :

11. Pénaoz zô-kén lôd eûz ann arc’han̄t a ioa bét diskleriet gan̄t Simon ar fallagr, a oa da Hirkan-Tobias dén a neûz-vâd : ha pénaoz né oa két enn-holl ouc’h-penn pevar c’han̄t talan̄t arc’han̄t, ha daou c’han̄t talan̄t aour :

12. Hôgen na helled két touella ar ré hô doa krédet é hellen̄t lakaâd hô arc’han̄t é miridigez enn eunn templ a oa énoret dré ar béd holl évid hé zan̄télez.

13. Hôgen Héliodorus ô ken̄derc’hel ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄ gan̄d ar roué, a lavaraz pénaoz é oa réd a-grenn dougen ann arc’han̄t-zé d’ar roué.

14. Enn deiz merket éz éaz Héliodorus enn templ évit reiza kémen̄t-sé. Koulskoudé né oa két bihan ar saouzan er géar holl.

15. Ar véleien en em daolaz out treid ann aoter gan̄d hô saé a vélek ; hag hî a bédé ann hini a zô enn én̄v, hag en deûz gréat al lézen diwar-benn ar mirérez, évit ma tiwalché ar péz a oa bét lékéat é miridigez enn templ.

16. Néb a zellé neûzé oud dremm ar Bélek-brâz, a oa gouliet enn hé galoun : râg hé zoaré hag hé liou ô véza trôet, a ziskouézé glac’har vrâz hé galoun.

17. Ann doan a wéled war hé zén holl, hag ann hérez a oa anat war hé gorf, a ziskouézé d’ar ré a zellé out-han̄ gouli hé galoun.

18. Ann dûd a zirédé enn eunn taol-brâz eûz hô ziez, évit goulenni digan̄d Doué, dré bédennou, na aotréjé két é vé mézékéet eul léac’h ker san̄tel.

19. Ar c’hragez gôlôet a hivizennou-reûn bétég hô dargreiz, a zirédé enn eur rumm-brâz war leûriou-kéar : ar plac’hed-iaouan̄k hô-unan, péré ken̄t a choumé klôzet, a zirédé da gavout Onias, ha lôd all etrézeg ar muriou, ha lod all a zellé dré ar brénestrou.

20. Hag holl é péden̄t, oc’h astenna hô daouarn étrézeg ann en̄v.

21. Eunn arvest truézaz oa gwélout al lôd brâz a dûd-zé kemmesket, hag ar Bélek-brâz leûn a c’hlac’har, o c’hortozi pétrâ a c’hoarvézché.

22. Hag hî a bédé Doué hôll-c’halloudek, ma virché krenn ar péz a oa bét rôet d’ézho é miridigez.

23. Hôgen Héliodorus, péhini en em zalc’hé gan̄d hé warded é-tâl dôr ann tenzor, a venné sévéni hé zézô.

24. Hôgen spéred ann Doué holl-c’halloudek en em ziskouézaz neûzé gan̄d arouésiou anat, enn hévélep doaré pénaoz ar ré holl péré hô doa krédet sen̄ti oud Héliodorus, ô véza bét diskaret gan̄t ners Doué, a oé skôet gan̄d eur saouzan hag eur spoun̄t brâz.

25. Râg hî a wélaz eur marc’h, harnézet eun eunn doaré gaer, war béhini é oa eunn dén heûzuz : ar marc’h-zé en em strin̄kaz war Héliodorus, hag a skôaz ô sével war-n-ézhan̄ hé daou droad a ziaraog ; hag ann hini a oa piñet war-n-ézhan̄ a zoaréé kaout armou aour.

26. Daou zén-iaouan̄g all a oé gwélet leûn a ners hag a c’héned, skéduz gan̄t ar c’hloar, ha gwisket kaer : hag hî en em zalc’hé enn daou du d’ézhan̄, a skourjézé anézhan̄ a bép-tû, hag a skôé gan̄t-han̄ héb éhan.

27. Hôgen Héliodorus a gouézaz enn eunn taol d’ann douar é-kreiz eunn dévalien vrâz : hag ô véza bét lékéat war eur gador, é oé douget ha lékéat er-méaz eûz ann templ.

28. Ével-sé ann hini a oa deûet ébarz ann ten̄zor gan̄t kalz a réderien hag a warded, a oa douget er-méaz hép ma teûaz dén d’hé skoazella, ners Doué ô véza en em ziskouézet anat.

29. Hag hen̄ dré ann nerz-zé eûz a Zoué, a choumaz gourvézet, hag hén̄ dilavar, hép géd na silvidigez.

30. Hôgen ar ré all a vennigé ann Aotrou, ô véza ma uc’héléé-meûrbéd hé léac’h : hag ann templ péhini nébeûd araog a oa leûn a spoun̄t hag a reûstl, a zeûaz da véza leûn a lévénez hag a lîd, pa ziskouézaz ann Aotrou hé ho1l-c’halloud.

31. Neûzé hiniennou eûz a viñouned Héliodorus a hastaz pédi Onias, évit ma c’houlenché digan̄t ann Uc’hel-meûrbéd ma rôjé ar vuez d’ann hini a oa daré da vervel.

32. Ar Bélek-brâz ô venna pénaoz ar roué martézé a arvarché en dévijé unan-bennâg eûz ar Iuzevien gréat gwall oud Héliodorus, a gennigaz eunn hostiv iéc’héduz évit-han̄.

33. Ha pa réa ar Bélek-brâz hé béden, ann hévélep tûd-iaouan̄k, gwisket gan̄d ann hévélep saéou, a zeûaz é-kichen Héliodorus, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Trugaréka Onias ar bélek-brâz : râg enn abek d’ézhan̄ eo en deûz ann Aotrou rôet ar vuez d’id.

34. Hôgen té, goudé béza bét skourjézet gan̄d Doué, danével d’ann holl hé vurzudou hag hé c’halloud : ha goudé béza lavaret kémen̄t-sé, na oen̄t gwélet mui.

35. Héliodorus goudé béza kenniget eunn hostiv da Zoué, ha gréat gwéstlou brâz d’ann hini en doa aotréet ma vévché, a drugarékéaz Onias, a iéaz da gavout hé vrézélidi, hag a zistrôaz étrézég ar roué.

36. Testéni a zougé dirâg ann holl eûz a ôberiou ann Doué brâz en doa gwélet gan̄t hé zaoulagad.

37. Ha pa c’houlennaz ar roué digan̄t-han̄ piou a vijé mâd da véza kaset c’hoaz da Jéruzalem, é lavaraz :

38. Ma éc’h eûz eunn énébour-bennâg, pé unan a vijé en em zavet a-énep da rouan̄télez, kâs hén̄ dî ; hag é tistrôi skourjézet, mar tistrô koulskoudé : râk ners Doué évit-gwîr a zô enn templ-zé.

39. Râg ann hini a choum enn én̄v, a emwél hag a warez al léac’h-zé ; hag hén̄ a skô hag a goll ar ré a zeû dî évit gwall-ôber.

40. Chétu éta pétrâ a c’hoarvézaz é-kén̄ver Héliodorus, ha mirérez ann ten̄zor.


————


IV. PENNAD.


Jason a zô lékéat da Vélek-brâs é-léac’h hé vreûr Onias. Onias a zô lazet gan̄d Andronik.


1. Hôgen Simon péhini, ével ma eo bét lavaret ken̄t, en doa gréat hé ziskuḻ diwar-benn ann arc’han̄t, hag a-eneb hé vrô, a wall-gomzé diwar-benn Onias, ével pa vé bét hén̄ en dévijé aliet Héliodorus, hag é vijé bét ann abek eûz ann holl zrouk :

2. Hag hén̄ a grédé rei ével énébour ar rouan̄télez, gwarézer kéar, diwaller hé bobl, ha mirer lézen Doué.

3. Hôgen ével ma savaz ann drougiez-zé ker brâz, ma oé gréat lazérézou gan̄d hiniennou eûz a viñouned Simon.

4. Onias, oc’h évésaad ar gwall eûz ar ren̄dael-zé, hag ô venna pénaoz Apollonius, péhini a oa da zûg war ar Sélésiria hag ar Fénisia, a greské c’hoaz drougiez Simon, a iéaz da gaout ar roué,

5. Nann évit tamallout hé genvrôiz, hôgen hép-kén évit ken̄derc’hel talvoudegez hé bobl.

6. Hag hén̄ a wélé ervâd pénaoz na hellé két ann traou béza péoc’héet héb galloud ar roué, nag éhana follen̄tésiou Simon.

7. Hôgen goudé ma oé marô Séléukus, ha pa oé éat ar rouan̄télez da Antiokus, les-hanvet ar brudet-brâz, Jason breûr Onias en doé c’hoan̄t da gaout ar vélégiez-vrâz.

8. O véza éat da gaout ar roué, hag ô véza kenniget d’ézhan̄ triouec’h-ugen̄t talan̄t arc’han̄t, ha pévar-ugen̄t talan̄t eûz hé zalc’hiou all,

9. Hag ouc’h-penn, kan̄t hag han̄ter-kan̄t talan̄t all, mar bé aotréet d’ézhan̄ sével eur skôl brâz évid ann dud-iaouan̄k, ha skriva hanvou tûd Jéruzalem gan̄d hanvou tûd Antiokia.

10. Kerken̄t ha ma oé aotréet kémen̄t-sé d’ézhan̄ gan̄d ar roué, ha ma oé deûet ar brin̄sélez d’ézhan̄, é téraouaz rei d’hé genvrôiz kisiou ar Jen̄tiled :

11. Hag ô véza torret ar gwiriou a oa bét aotréet d’ar Iuzévien dré han̄térourez Iann tâd Eupolémeus, péhini a oa bét kaset é kannadur étrézég ar Romaned, évit névézi unvaniez ha kévrédigez ar Iuzevien gan̄t-hô ; é kasaz-da-nétra lézennou reiz hé genvrôiz, évit lakaad enn hô léac’h lézennou direiz ha saotr :

12. Râg her a-walc’h é oé évit sével eunn ti-skôl dindân ar c’hré hé-unan, ha lakaad ann dûd-iaouan̄k ar ré-wella é lec’hiou hudur.

13. Ha kémen̄t-sé na oé két eunn derou hép-kén, hôgen eur c’hrésk hag eunn inraok é buez ar Jen̄tiled hag ann diavésidi, dré wall zrougiez ar fallagr Jason, alouber ar vélégiez-vrâz.

14. Ar véieien hô-unan n’en em rôen̄t mui da gargou ann aoter ; hôgen é tisprizen̄t ann templ, hag ô tilézel ar sakrifisou, é réden̄t d’ar gourennou, d’ann arvestou direiz, ha da c’hoari ar méan-pâl.

15. Na zalchen̄t stâd é-béd eûz ar péz a oa énoret enn hô brô, ha na gaven̄t nétra gwell égét ar péz a oa kavet kaer é-touez ar C’hrésied.

16. Eur gendamouez gwalluz a zavé étré-z-hô diwar-benn kémen̄t-sé ; hérez hô doa out kisiou ar Jen̄tiled ; hag hî hô doa c’hoan̄t da véza hén̄vel é pép-trâ oud ar ré a oa bét ken̄t da énébourien brâz d’ézhô.

17. Na vézeûr két fallagr digastiz é-kén̄ver lézennou Doué : kémen̄t-sé a vézô gwélet skléar divézatoc’h.

18. Eur wéach pa lided é Tir ar c’hoariou a réeur bép pemp ploaz, hag ar roué ô véza éno,

19. Ar fallagr Jason a gasaz eûz a Jéruzalem tûd eûz ar ré falla ; évit kâs tri c’han̄t dramm arc’han̄t évit sakrifisou Herkules : hôgen ar ré a zougé anézhô a c’houlennaz na vijen̄t két lékéat évid ar sakrifisou-zé, ô véza né oa két déréad, hôgen ma vijen̄t dileûret évit mizou all.

29. Hôgen kenniget é oen̄t é sakrifiz da Herkules gan̄d ann hini en doa hô c’haset : koulskoudé enn abek d’ar ré hô doa hô c’haset, é oen̄t rôet évid ôber galéou.

21. Apollonius mâb Mnestéus ô véza bét kaset d’ann Éjipt, enn abek d’ar ré-vrâz eûz a léz ar roué Ptoléméus Filométor, pa en doé anavézet Antiokus pénaoz é oa bét pelléet a-grenn eûz a géfrédiou ar rouan̄télez, ô selloud oud hé c’hounid hé-unan, éz éaz-kuît ac’hanô, évid dont da Joppé, ha goudé-zé da Jéruzalem.

22. Gan̄t fougé é oé digéméret gan̄t Jason ha gan̄t tûd kéar : mon̄d a réaz ébarz diouc’h sklerder ar goulaouennou-koar, hag é-kreiz ar meûleûdiou : hag ac’hanô é tistrôaz gan̄d hé armé er Fénisia.

23. A benn trî bloaz goudé é kasaz Jason Ménélaus breûr Simon, a béhini eo bét komzet ken̄t, évit kâs arc’han̄t d’ar roué, hag évid digas hé respoun̄t diwar-benn kéfridiou delliduz.

21. Hôgen hé-man̄ a c’hounézaz grâd vâd ar roué, ô veûli meûrbéd hé c’halloud brâz ; hag é tidennaz war-n-ézhan̄ ar vélégiez-vrâz, ô rei tri-c’han̄t talan̄t arc’han̄t dreist ar péz en doa rôet Jason.

25. Goudé béza bét gourc’hémennou ar roué, é tistrôaz, hép ma oa enn-han̄ nétrâ a zellézuz eûz ar vélégiez : na zougé némét kaloun eunn alouber kriz, ha droug eul loen ferô.

26. Ével-sé Jason péhini en doa touellet hé vreûr, a oé ivé touellet hé-unan ; ha goudé béza bét kaset-kuit eûz hé vrô, en em dennaz é brô ann Ammonited.

27. Enn doaré-zé Ménélaus en doé ar vélégiez-vrâz : hogen na vennaz két kâs ann arc’han̄t d’ar roué, ével m’en doa hé lavaret, pétra-bennâg ma hen alié kaer Sostratus, péhini a c’hourc’hémenné ar c’hré.

28. (Râg hén̄ a oa da vérer war ann tellou) : râk-sé é oen̄t galvet hô daou étrézég ar roué.

29. Tennet é oé ar vélégiez-vrâz digan̄t Ménélaus, évid hé rei da Lisimakus : ha Sostratus a oé lékéat da réner war ar Sipried.

30. En̄dra ma c’hoarvézé kémen̄t-sé, tûd Tarsis ha Mallo a zispac’haz, ô véza ma oan̄t bét rôet é gôbr da Antiokidé serc’h ar roué.

31. Ar roué a zeûaz buan dî évid hô féoc’haat, goudé béza lézet da vérer Andronik unan eûz ar ré-vrâz eûz hé léz.

32. Hôgen Ménélaus ô venna pénaoz é oa mâd ann darvoud, a laéraz enn templ listri aour-bennâg, hag a rôaz lôd anézhô da Andronik, goudé béza gwerzet lôd all é Tir, hag er c’heriou trô-war-drô.

33. Pa glévaz Onias kémen̄t-sé évit gwîr, é tamallaz anézhan̄ ; hag hén̄ koulskoudé a choumé enn eul léac’h kuzet é Antiokia tôst da Zafné.

34. Râk-sé Ménélaus a iéaz da gavout Andronik, hag a bédaz anézhan̄ da laza Onias. Hé-man̄ éta ô véza deûet étrézég Onias, hag ô véza astennet hé zourn d’ézhan̄ enn eur doui (pétrâ-bennâg ma ioa difisiuz d’ézhan̄), hen aliaz da zon̄d er-méaz eûz hé vénéc’hi : hag hen̄ hen lazaz râk-tâl, hép doujan̄s é-béd évid ar reizded.

35. Râk-sé é savaz drouk, nann er Iuzevien hép-kén, hôgen ivé er brôadou all ; hag hî na hellaz két gouzan̄vi ann direizded eûz a varô eunn dén ker braz.

36. Ar roué ô véza distrôet eûz ar Silisia, ar Iuzevien kévret gan̄d ar C’hrésied a iéaz d’hé gavout é Antiokia, évid en em glemma eûz a varô direiz Onias.

37. Antiokus a oé glac’haret enn hé galoun enn abek da varô Onias : hag oc’h en em zaman̄ti, é skuḻaz daérou, oc’h énvori furnez ha poell Onias.

38. Hag eunn drouk brâz ô véza savet enn-han̄, é c’hourc’hémennaz ma vijé tennet al limestra diwar Andronik, ma vijé kaset dré géar holl, ha ma vijé lazet ar fallagr-zé enn hévélep léac’h é péhini en doa lazet Onias enn eunn doaré ker kriz ; ann Aotrou ô tisteûrel d’ar fallagr-zé ar boan en doa dellézet.

39. Hôgen Lisimakus ô véza gréat meûr a fallagriez enn templ dré ali Ménélaus, ha kémen̄t-sé ô véza bét brudet, p’en doé dijâ skrapet kalz a aour, en em zispac’haz eul lôd brâz a dud a-énep Lisimakus.

40. Pa zispac’haz ann dûd-zé, é péré é oa savet eunn drouk brâz, Lisimakus ô véza rôet armou da dri mil dén pé war-drô, a zéraouaz en em ziboella, bléniet gan̄d eunn alouber kenn doun enn oad ével enn drougiez.

41. Hogen pa wélaz ar bobl strîv Lisimakus, lôd a géméraz mein, lôd all bisier téô ; hag hiniennou a daolaz ludu out-han̄.

42. Kalz eûz hé dûd a oé glazet, lôd all a oé lazet, hag ar ré all holl a dec’haz : ar fallagr hé-unan a oé lazet é-tâl ann tenzor.

43. Déraouet é oé neûzé tamallout Ménélaus diwar-benn kément-sé.

44. Hag ar roué ô véza deûet da Dir, tri c’hannad dilennet gan̄d ann hénaoured a zougaz klemm d’ézhan̄ diwar-benn ar c’héfridi-zé.

45. Ménélaus ô wélout pénaoz é oa trec’het, a wéstlaz kalz a arc’han̄t da Ptoléméus, ma rojé d’ar roué eunn ali mâd évit-han̄.

46. Ptoléméus éta ô véza éat da gavout ar roué, pa édo enn eur porched évid en em fréskaat, a zistrôaz anézhan̄ diouc’h ann tamall :

47. Hag ar roué a wennaz Ménélauz eûz ann holl wallou en doa gréat : hag hén̄ a varnaz d’ar marô ar c’hannaded geiz, péré a vijé bét didamallet gan̄d ar Sited hô-unan, ma hô dévijé breûtéet dira-z-hô.

48. Ével-sé ar ré hô doa difennet gwiriou kéar hag ar bobl, hag ann doujan̄s a zô dléet d’al listri sakr, a oé lazet râk-tâl a-énep pép reizded.

49. Râk-sé ann Tiried hô-unan rec’het gan̄t kément-sé, en em ziskouézaz lark-brâz pa oé bésiet ar ré-man̄.

50. Hôgen Ménélaus, ann abek da grinded ar ré-vrâz, en em gendalc’hé er galloud, hag a greské é drougiez é-kén̄ver tûd ar vrô.


————


V. PENNAD.


Burzudou spoun̄tuz a wéleur enn éar a-ûz da Jéruzalem a-héd daou-ugen̄t dervez.


1. Enn hévéleb amzer Antiokus en em aozé évit brézélékaat évid ann eil wéach enn Éjipt.

2. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz holl dud Jéruzalem a wélaz enn éar a-héd daou-ugen̄t dervez, tûd war varc’h ô rédek, hag hî gwisket gan̄t saéou aour, ha gwafiou enn hô dourn ével marc’heien,

3. Ha kézek ren̄ket a van̄dennou a rédé ann eil oud égilé, ha stourmou unan oud unan, ha tirennou héjet, hag eul lôd brâz a dûd gan̄t tokou-houarn, ha klézeier enn noaz, ha darédou bannet, hag armou aour skéduz, hag harnézou a bép doaré.

4. Râk-sé ann holl a bédé Doué ma trôjé ar burzudou-zé enn hô gounid.

5. Hôgen ével ma teûaz da rédeg ar vrud gaou eûz a varô Antiokus, Jason ô véza kéméret mil dén gan̄t-han̄, a stourmaz enn eunn taol out kéar : ha pétrâ-bennâg ma tirédaz tud kéar war ar muriou, é kéméraz kéar, ha Ménélaus a dec’haz er c’hré.

6. Koulskoudé Jason a réaz eul lazérez brâz héb espernout hé genvrôiz, ha na venné két é vé eur reûz brâz béza euruz ô vrézélékaad oud hé géren̄t-nésa : hag hén̄ a grédé béza trec’het hé énébourien, ha nann hé genvrôiz.

7. Na hellaz két koulskoudé kaout enn hé gers ar brin̄sélez ; hôgen évit gounid hé drubardérézou, na gavaz némét mézégez : hag hén̄ a dec’haz adarré, hag en em dennaz é brô ann Ammonited.

8. Enn divez é oé lékéat er vâc’h gan̄d Arétas roué ann Arabed, péhini a fellé d’ézhan̄ hé golla : hag ô tec’hout da géar é kéar, kaséet gan̄d ann holl, ével torrer al lézennou, ével eunn dén argarzuz, ével énébour hé vrô hag hé genvrôiz, é oé harluet étrézég ann Éjipt.

9. Ével-sé ann hini en doa harluet kémen̄d a dûd er-méaz eûz hô brô, a varvaz hé-unan er-méaz eûz hé hini, ô véza éat da Lasédémona, évit kaout ménéc’hi énô enn abek d’ar géren̄tiez.

10. Hag ével m’en doa taolet meûr a hini hép lakaad hô bésia, é oé taolet ivé héb béza kan̄vaouet, na bésiet ; ha na gavaz a véz nag enn hé vrô, nag é-touez ann diavésidi.

11. Goudé kémen̄t-sé ar roué a vennaz pénaoz ar Iuzevien a zilézché ar gévrédigez hô doa gréat gan̄t-han̄ : ha dré-zé en em lékéaz enn hen̄t eûz ann Éjipt leûn a frouden, hag é kéméraz kéar dré ners.

12. Gourc’hémenni a réaz d’ar vrézélidi laza ann holl, na espernchen̄t hini eûz ar ré a gavchen̄t war hô hen̄t, ha piña enn tiez ha diskolpa kémen̄d hini a oa enn-hô.

13. Eul lazérez brâz a réjon̄t éta eûz ar goazed iaouan̄k hag eûz ar ré gôz, eûz ar gragez hag eûz ar vugalé, eûz ar merc’hed iaouan̄k hag eûz ar vugaligou.

14. Pévar-ugen̄t mil a oé lazet a-héd tri dervez, daou-ugen̄t mil a oé lékéat da sklaved, ha kémen̄d all a oé gwerzet.

15. Hôgen kémen̄t-sé na oé két a-walc’h d’ézhan̄ : hén̄ a grédaz mon̄d ébarz ann templ, péhini a oa ar san̄téla léac’h eûz ann douar, hag hén̄ rénet gan̄t Ménélaus, énébour al lézennou hag hé vrô.

16. Hag ô kémérout gan̄d hé wall zaouarn al listri sakr, a ioa bét lékéat el léac’h san̄tel-zé gan̄d ar rouéed all ha gan̄d ar c’heriou, évid hé gin̄klérez hag hé c’hloar, é véré anézhô enn eunn doaré dic’hiz, hag enn eur c’hoapaat.

17. Ével-sé Antiokus ô véza kollet hé skian̄t gan̄t-han̄, na venné két pénaoz enn abek d’hô féc’hédou eo é oa bét buanékéet ann Aotrou évid eunn nébeûd amzer out tûd ar géar-zé ; hag é oa bét saotret dré-zé al léac’h san̄tel.

18. Anéz, ma na vijen̄t két bét kabluz eûz a veûr a wall, ar prin̄s-man̄, ével Héliodorus a ioa bét kaset gan̄d ar roué Séléukus évit preiza ann ten̄-zor, a vijé bét skourjézet pa eo deûet ébarz, hag é vijé bét miret out-han̄ a bép tû na leûnché hé c’hoan̄t direiz.

19. Hôgen Doué n’en deûz két dilennet ar bobl évid ann templ, hôgén ann templ évid ar bobl.

20. Râk-sé al léac’h-zé en deûz bét hé lôd enn drougou a zô bét c’hoarvézet gan̄d ar bobl ; hôgen goudé-zé en dévézô hé lôd enn hé vadou : ha goudé béza bét dilézet enn abek da vuanégez Doué holl-c’halloudek, é vézô savet adarré enn eur c’hloar vrâz, pa en em unvanô a-névez ann Doué brâz gan̄d hé bobl.

21. Antiokus éta ô véza skrapet eûz ann templ triouec’h kan̄t talan̄t, a zistrôaz buan da Antiokia, ô venna enn hé galoun leûn a rogoni pénaoz é hellché merdei war ann douar, ha kerzout war ar môr.

22. Lézel a réaz rénerien évit man̄tra ar bobl : é Jéruzalem é lékéaz Filip, ginidig eûz a Frijia, krisoc’h a galoun égéd ann hini en doa hé lékéat da réner.

23. Hag é Garizim, Andronik ha Ménélaus, péré, a ioa c’hoaz gwasoc’h égéd ar ré all oud hô c’henvrôiz.

24. Hag ô véza ma oa brâz hé gâs oud ar Iuzevien, é kasaz out-hô ar prin̄s argarzuz Apollonius, gan̄d eunn armé a zaou vil dén war-n-ugen̄t ; hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ laza ann holl dûd eûz a eunn oad klôk, ha gwerza ar merc’hed hag ar baotred-iaouan̄k.

25. Pa oé deûet hé-man̄ da Jéruzalem, é réaz neûz da glask ar péoc’h, hag é choumaz enn éhan bété deiz san̄tel ar sabbat : ha neuzé pa réa ar Iuzevien ar goél, é c’hourc’hémennaz d’hé dud kémérout hô armou.

26. Hag hén̄ a lékéaz da laza ar ré holl a oa deûet évid hô gwélout : hag ô rédek kéar gan̄d hé vrézélidi é lazaz eul lôd brâz a dûd.

27. Koulskoudé Judas Makabéad a ioa en em dennet, gan̄d dék dén all, enn eul léac’h distro ; hag énô é vévé gan̄d hé dûd war ar ménésiou é-touez al loéned ferô ; hag hî a choumé énô, hép dibri nétra kén némét louzou ar parkou, évit na gémerchen̄t két hô lôd eûz ar saotr.


————


VI. PENNAD.


Ar Iuzevien a zô dalc’het da zilézel lézennou Doué, évid azeûli ann idolou.


1. Nébeûd amzer goudé ar roué a gasaz eunn dén kôz eûz a Antiokia, évit rédia ar Iuzevien da zilezel lézennou Doué ha ré hô brô :

2. Évit saotra templ Jéruzalem, hag hé c’hervel templ Jupiter ann Olimpiad, ha gervel hini Garizim, templ Jupiter ann diavésiad, ével ma oa ar ré a choumé enn-hi.

3. Ével-sé é kouézaz war ann holl drougou ar ré wasa

4. Râg ann templ a oa leûn eûz a zirollou hag eûz a vanvésiou direiz Jentiled, eûz a verc’hetaerien mesket gan̄t gragez fall, hag eûz a verc’hed, péré a iéa ébarz al lec’hiou sakr, hag a zougé enn-hô traou ha na oa két déread hô dougen dî.

5. Ann aoter a oa leûn ivé a gig hudur, a oa berzet gan̄d al lézennou.

6. Na vired két deisiou ar sabbat, ha na lidet két goéliou ar vrô ; ha dén na grédé an̄savout hép-distrô pénaoz é oa Iuzéô.

7. Hô c’hâs a réad dré eur rédi kalet d’ar sakrifisou é deiz-gân ar roué, ha pa lided goél Bakkus, é oan̄t dalc’het da von̄t dré géar, hag hî gan̄t kurunennou iliô enn énor da Vakkus.

8. Embannet é oé ivé eur gourc’hémenn, diouc’h ali tûd Ptolémaid, er c’heriou tôsta d’ar Jen̄tiled, évit ma rajen̄t enn hévélep doaré é-ken̄ver ar Iuzevien, oc’h hô lakaad da azeûli ann idolou.

9. Pé laza ar ré ha na felfé két d’ézhô trei out lézennou ar Jen̄tiled : evel-sé na wéled némét reûz.

10. Râk diou c’hrég ô véza bét tamallet évit béza bét emwadet hô mipien, a oé kaset enn drô da géar dirâg ann holl, gan̄d hô mipien a-zispiḻ oud hô bronn, ha taolet goudé diwar ar muriou.

11. Ré all ô véza en em strollet é kéviou tôst, évid lida é-kûz deiz ar sabbat, Filip a glevaz kémen̄t-sé, hag a lékéaz hô dévi gan̄d ann tân, ô véza na grédchon̄t két en em zifenni enn abek da lîd ar goél.

12. Hôgen mé a béd ar ré a lennô al levr-man̄, na gémérin̄t két a wall-skouer dioud ar reûsiou krîz-man̄ ; hôgen ma vennin̄t pénaoz eo bét c’hoarvézet ann drougou-zé, nann évit koll, hôgen évit kastiz hor brôad.

13. Râk miroud oud ar béc’herien na vévin̄t két pell-amzer hervez hô ioul, hôgen hô c’hastiza buan, eo ar merk eûz a drugarez vrâz Doué.

14. Évit-gwir né ra két ann Aotrou enn hor c’hén̄ver ével ma ra é-ken̄ver ar brôadou all, péré a c’houzan̄v gan̄d hakaskded, évit ma kastizô anézhô é leûnder hô féc’hédou, pa vézô deûet deiz ar varn,

15. Ha na c’hortoz két ével-sé ma vézô savet hor péc’hédou bétég ar bâr, évid kastiza ac’hanomp.

16. Ével-sé na denn népréd hé drugarez diwar-n-omp : hôgen pa en̄krez hé bobl évid hé gastiza, na zilez két anézhan̄.

17. Goudé béza lavaret ar berr gomsiou-man̄ évit kélenna al lennerien, é teûomb bréma d’hon danével.

18. Éléazar unan eûz ar ré gen̄ta é-touez ar skribed, dén kôz-meurbed, kaer a zremm, a oa heskinet évid dibri kîk môc’h, hag é tigored d’ézhan̄ hé c’hénou dré ners.

19. Hôgen hén̄ ô kaout-gwell eur marô meûleûduz égéd eur vuez argarzuz, a iéa d’ar marô a-ioul-vâd.

20. Oc’h arvesti pétrâ a c’houzan̄vché enn darvoud-zé, hag oc’h en em gen̄derc’hel enn habaskded, é lékéaz enn hé benn na rajé nétrâ a-éneb al lézen évit miroud hé vuez.

21. Hôgen ar ré a oa enn-drô d’ézhan̄, ténéréet gan̄d eunn truez direiz, enn abek d’ar garan̄tez gôz hô doa évit-han̄, ô kémérout anézhan̄ a dû, hé bédaz da lézel digas kig a oa aotréet d’ézhan̄ dibri, évit ma vijé gréat vân en dévijé debret eûz a gîg ar sakrifiz, ével m’en doa gourc’hemennet ar roué,

22. Évit ma hellchen̄t enn doaré-zé hé zieûbi eûz ar marô : hag hi a ziskouézé ann hégaradded-zé enn hé géñver, enn abek d’ar garan̄tez gôz a gen̄dalchen̄t évit-han̄.

23. Hôgen hen̄ a zéraouaz arvesti dellid hé hir-hoal, ar meûrded a luc’hé enn hé vléô gwenn  ; ar vuez dinam en doa rénet adaleg hé vugalérez : hag é respoun̄taz râk-tâl, hervez kélennou al lézen zan̄tel rôet gan̄d Doué, pénaoz é oa gwell gan̄t-han̄ diskenni er béz.

24. Râk né két déréad enn oad hon eûz ôber ann neûz-zé, émé-z-han̄ ; gan̄d aoun na zeûjé kalz a dûd-iaouan̄k da venna pénaoz Éléazar d’ann oad a zék vloaz ha pévar-ugen̄t a vijé tréménet eûz a vuez ar Iuzevien, da vuez ann diavesidi :

25. Hag hî a vijé touellet hô-unan gan̄d ann neûz em bijé gréat, évit ken̄derc’hel eunn nébeûdig a vuez brein : hag ével-sé é tenchenn eunn namm war-n-oun : hag argarzidigez ann dûd war va c’hôzni.

26. Râg ha pa hellfenn enn amzer-man̄ en em zieûbi eûz a gastizou ann dûd, na hellinn bikenn tec’hout diouc’h dourn ann holl-c’halloudek, nag a-zoug va buez na goudé va marô.

27. Dré-zé ô kuitaad ar vuez gan̄t kaloun, en em ziskouézinn dellézek eûz va c’hôzni :

28. Hag é lézinn d’ann dûd-iaouan̄k eur skouér a ners, ô c’houzan̄vi gan̄t kaloun ha gan̄t lévénez eur marô énoruz évit kéélidigez hol lézennou san̄tel meûrbéd.

29. Ar ré a gasé anézhan̄, péré a oa bét ken hégarad ken̄t enn hé gén̄ver, a zeûaz enn eunn-taol leûn a frouden, enn abek d’ar geriou en doa lavaret, péré a daolen̄t war ar rogen̄tez.

30. Hôgen hen̄ pa oa brévet gan̄d ann taoliou, a c’harmaz, hag a lavaraz : Aotrou, té péhini éc’h eûz eur wiziégez zan̄tel, é c’houzoud anat pénaoz pa em eûz gellet en em zieûbi eûz ar marô, é c’houzan̄vann gloasiou brâz em c’horf ; hôgen pénaoz em éné hô c’houzan̄vann a galoun-vâd gan̄d ann doujan̄s ac’hanod.

31. Ével-sé é varvaz, ô lézel, nann hép-kén d’ann dûd-iaouan̄k, hôgen ivé d’hé holl vrôad eur skouér a ners hag a galoun é én̄vor eûz hé varô.


————


VII. PENNAD.


Merzérin̄ti ar seiz beûr Makabéad hag hô mamm.


1. C’hoarvézout a réaz ivé pénaoz é oé keméret seiz breûr hag hô mamm ; hag é fellaz d’ar roué hô rédia da zibri kik môc’h, a-éneb al lézen, ô skei gan̄t-hô gan̄t skourjézou ha gan̄t kalkennou éjenn.

2. Hôgen unan anézhô, péhini é ioa ann héna, a lavaraz ével-henn : Pétra a glaskez, ha pétrâ a fell d’id da zeski ac’hanomp ? Daré omp da vervel, ken̄toc’h égét terri lézennou Doué ha ré hor brô.

3. Ar roué ô véza savét droug enn-han̄, a c’hourc’hémennaz ma vijé tommet war ann tân pilligou ha kaoteriou arem : ha pa oen̄t tommet,

4. É c’hourc’hémennaz ma vijé trouc’het hé déôd d’ann hini en doa komzet da gen̄ta : ha goudé béza digroc’hennet hé benn, ma vijé trouc’het d’ézhan̄ blen̄chou hé zaouarn hag hé dreid, dirâg hé vreûdeûr all hag hé vamm.

5. Ha goudé ma oa bét mac’hañet hé gorf holl, é c’hourc’hémennaz ar roue ma vijé tôstéet oud ann tân, ha lékéat da rosta er billik, hag hén̄ béô c’hoaz : hag en̄dra ma édo bourréviet, hé vreûdeûr all gan̄d hô mamm en em galounékéé ann eil égilé évit mervel gan̄t ners,

6. O lavarout : Ann Aotrou Doué a zellô oud ar wirionez, hag a vézô fréalzet enn-omp, ével ma eo diskleriet gan̄t Moizes enn hé ganaouen enn doaré-man̄ : hag enn hé zervicherien é vézô fréalzet.

7. Ar c’hen̄ta ô véza marô enn doaré-zé, é kasen̄t ann eil enn eur ôber goab anézhan̄ : ha goudé béza digroc’hennet hé benn gan̄d ar bléô, é c’houlenchon̄t digan̄t-han̄ ha né doa két gwell gan̄t-han̄ dibri kîk, égét béza gwanet é holl izili hé gorf.

8. Hôgen hén̄ a respoun̄taz é iéz hé vrô, hag a lavaraz : Na rinn két. Râk-sé é oe lékéat ann eil da c’houzan̄vi ann hévélep poaniou hag ar c’hen̄ta :

9. Ha pa oé daré da vervel, é lavaraz d’ar roué : Té laka ac’hanomp da golla ar vuez a-vréma, ô roué kriz meurbéd : hôgen Roué ar béd a lakai ac’hanomp da assével évid ar vuez peûr-baduz, goudé ma vézimb bét marvet évid hé lézennou.

10. Goudé hé-man̄ é oé gréat goab eûz ann trédé : goulennet é oé hé déôd digan̄t-han̄, hag hén̄ hé gennigaz râk-tâl ; hag ec’h astennaz hé zaouarn gan̄t ners :

11. Hag é lavaraz gan̄t fisian̄s : Digan̄d ann én̄v em eûz hô bét hôgen bréma é tisprizann anézhô enn abek da lézennou Doué, ô véza ma c’hédann m’hô asrôi d’in.

12. Ar roué hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ a oé souézet-brâz gan̄t kaloun ann dén-iaouan̄k-zé, péhini a zellé ével nétrâ ar poaniou-zé.

13. Hé-man̄ ô véza marô ével-sé, éc’h heskinchon̄t ar pevaré enn hévélep doaré.

14. Ha pa édo daré da vervel, é lavaraz : Talvoudusoc’h eo béza lazet gan̄d ann dûd, er géd da véza lékéat da assével gan̄d Doué évid ar vuez : hôgen ann assav na vézô két d’id évid ar vuez.

15. O véza kéméret ar pempved, éc’h heskinchon̄t ivé anézhan̄. Hag hen̄ ô selloud oud ar roué, a lavaraz :

16. Ar péz a garez a réz, pa éc’h eûz ar galloud é-touez ann dûd, pétrâ-bennâg ma oud eunn dén brein da-unan : hôgen na venn két pénaoz en défé Doué dilézet hor pobl.

17. Hôgen té, gortoz eunn nébeût, hag é wéli péger braz eo hé c’halloud, ha pénaoz é wanô ac’hanod, té ha da wenn.

18. Goudé hen-nez é kaschon̄t ar c’houec’hved ; hag hen̄ daré da vervel, a lavaraz : N’en em douell két enn aner : râg enn abek d’é-omp hon-unan eo é c’houzan̄vomp kémen̄t-man̄, dré ma hon eûz péc’het a-éneb hon Doué : hag ann traou spoun̄tuz-zé a zô c’hoarvézet enn hor c’hén̄ver.

19. Hôgen té, na venn két é choumfez digastiz, goudé ma éc’h eûz klasket striva oud Doué.

20. Hô mamm meûluz dreist men̄t, ha dellézeg eûz a én̄vor ar ré vâd, ô wéloud ô vervel enn eunn deiz hé seiz mab, a c’houzan̄vé kémen̄t-sé gan̄d eur galoun gré, enn abek d’ar fisians é doa é Doué.

21. Leûn a furnez éc’h erbédé pép-hini anézhô gan̄t ners é iéz hô brô : hag oc’h unvani kaloun eur goaz gant karan̄tez eur vaouez,

22. É lavaré d’ézhô : Na ouzoun két pénaoz oc’h en em ziskouézet em c’hôv : râk né két mé em eûz rôet d’é-hoc’h ann éné hag ar vuez ; né két mé em eûz frammet hoc’h izili ;

23. Hôgen krouer ar béd, péhini en deûz doaréet ganédigez ann dén, hag en deûz rôet ann derou da bép-trâ ; hag a rôi d’é-hoc’h adarré ann éné hag ar vuez gan̄d hé drugarez, ô véza ma oc’h en em zisprizet hoc’h-unan enn abek d’hé lézennou.

24. Antiokus ô venna pénaoz é tisprized anézhan̄, hag ô wélout pénaoz é oa didalvez kémen̄d en doa lavaret enn eur c’hoapaat, pa choumé c’hoaz ar iaouan̄ka, a zéraouaz nann hép-kén d’hé erbédi a c’heriou, hôgen ivé da doui d’ézhan̄, pénaoz hel lakajé da véza pinvidik hag euruz, ha da viñoun d’ézhan̄, hag é rôjé d’ézhan̄ kémen̄d a vijé réd, mar tilezché lézennou hé dadou.

25. Hôgen ével n’en em rôé két ann dén-iaouan̄k da gémen̄t-sé, ar roué a c’halvaz hé vamm, hag a erbedaz anézhi da lakaad da zével enn-han̄ ménosiou gwelloc’h.

26. P’en doé lavaret d’ézhi kalz traou évid hé c’hendrec’hi, é rôaz-hî hé c’hér d’ézhan̄ penaoz é rôjé ali d’hé mâb.

27. Hag hî a zaou-blégaz étrézég hé mâb, hag oc’h ôber goab eûz ar mac’her krîz, é lavaraz é iéz hé brô : Va mab, az péz truez ouz-in, mé péhini em eûz da zouget em c’hov a-héd naô miz, hag em eûz da vaget gan̄t va léaz a-héd tri bloaz, hag em eûz da ziorrôet bétég ann oad é péhini oud deûet.

28. Da bédi a rann, va mâb, da zellout oud ann én̄v hag ann douar, hag out kémen̄t a zô enn-hô ; ha da boella pénaoz en deûz Doué hô gréat a nétrâ, kerkoulz hag ann holl dûd.

29. Ével-sé n’az péz két a aoun râg ar bourréô kriz-zé : hôgen ô véza dellézek eûz a c’hloasiou da vreûdeûr, digémer ar marô ; évit ma tigémérinn ac’hanod gan̄d da vreûdeûr enn drugarez-zé.

30. Pa gomzé c’hoaz hî, ann dén-iaouan̄k a lavaraz : Pétrâ a c’hortozit-hu ? Na zen̄tann két out gourc’hémenn ar roué, hôgen out gourc’hémenn al lézen a zô bét rôet d’é-omp gan̄t Moizes.

31. Hôgen té péhini a zô abek d’ann holl zroug a zô bét gréat d’ann Hébréed, na dec’hi ket dioud dourn Doué.

32. Évid-omp-ni, enn abék d’hor péc’hédou eo é c’houzan̄vomp kémen̄t sé.

33. Ha mar d-eo ann Aotrou hon Doué buanékéet eunn nébeût ouz-omp, évid hor gwana hag hor c’hastiza ; en em unvanô a-nevez gan̄d hé zervicherien.

34. Hôgen té, ô dén kriz, hag ar gwasa eûz ann dûd holl, n’en em douell két gan̄t gédou gwân ô froudenna out servicherien Doué.

35. Râk n’éc’h eûz két c’hoaz tec’het diouc’h barn Doué a hell pép-trâ, hag a wél pép-trâ.

36. Va breûdeûr goudé béza bét gouzan̄vet eur boan zister, a zô éat bréma é kévrédigez ar vuez peûr-baduz ; hôgen té a baéô da varn Doué ar boan reiz éc’h eûz dellézet gan̄d da rogen̄tez.

37. Évid-oun-mé é rôann, ével va breûdeûr, va éné ha va c’horf évit lézennou va zadou : enn eur bédi Doué da véza hép dalé trugarek é-kén̄ver hor brôad, ha d’az rédia gan̄d ar gloasiou ha gan̄d ar gouliou da an̄savout pénaoz n’eûz Doué all némét-han̄.

38. Hôgen buanégez ann Holl-c’halloudek péhini a zô kouézet gan̄t reizded war hon holl bobl, a éhanô gan̄t va marô ha gan̄d hini va breûdeûr.

39. Neûzé ar roué leûn a frouden, a oé krisoc’h oud hé-man̄ égéd oud ar ré all, diboell-brâz ô véza ma oa bét gréat goab anézhan̄.

40. Hag ann dén-iaouan̄k a varvaz enn dinamded, leûn a fisian̄s enn Aotrou.

41. Enn divez ar vamm a c’houzan̄vaz ivé ar marô goudé hé mipien.

42. Hogen a-walc’h hon eûz komzet eûz a zakrifisou, hag eûz a grisderiou diven̄t.


————


VIII. PENNAD.


Judas Makabéad a zispenn Nikanor enn eunn emgann brâz.


1. Koulskoudé Judas Makabéad, hag ar ré a oa gan̄t-han̄, a iéa é-kûz er c’histilli ; hag ô strolla hô c’héren̄t hag hô miñouned, hag ar ré a oa choumet stard é feiz ar Iuzevien, é tidenchon̄t a dû gan̄t-hô c’houec’h mil dén.

2. Hag hî a bédé ann Aotrou, évit ma sellché a druez oud hé bobl, a oa mac’het gan̄d ann holl, ha m’en dévijé truez ivé oud hé dempl, a oa saotret gan̄d ar ré fallagr :

3. M’en dévijé truez ivé oud dizeriou kéar, a oa é-tâl da véza diskaret ha kompézet, ha ma klevché out mouéz ar goâd a c’harmé étrézég enn-han̄ :

4. Ma teûjé ivé da goun d’ézhan̄ eûz a varvou direiz ar bugaligou dinam, hag eûz ar gwallgomsiou a oa bét lavaret a éneb hé hanô ; ha ma tiskouezché hé vuanégez diwar-benn kémen̄t-sé.

5. Ar Vakabéad éta ô véza strollet kalz a dûd, a oa eûzuz é-kén̄ver ar brôadou, râk buanégez ann Aotrou a oa trôet é trugarez.

6. O kouéza enn-eun̄n-taol war ar c’histilli ha war ar c’heriou, é lékéa ann tân enn-hô : hag enn eur gémérout al lec’hiou ar re gréva, é tispenné eul lôd brâz a énébourien.

7. Ann argadennou-zé a réa peûrvuia a-zoug ann nôz, ha brûd hé galoun vrâz en em skiñe a bep tû.

8. Hôgen Filip, ô wélout pénaoz é kreské a-zeiz-é-deiz galloud ann dén-zé, ha pénaoz é teûé da vâd ann darn vuia eûz hé géfridiou, a skrivaz da Ptoléméus dûg er Selésia hag er Fénisia, évit ma kasché ken-ners évit traou ar roué.

9. Hé-man̄ éta a gasaz d’ézhan̄ râk-tâl Nikanor mâb Patroklus, unan eûz ar ré-vrâz ha miñoun d’ézhan̄, goudé béza rôet d’ézhan̄ war-drô ugen̄t mil dén-a-vrézel eûz a vrôadou dishével, évit ma kasché-da-nétra holl wenn ar Iuzevien ; hag éc’h unanaz gan̄t-han̄ Gorgias, den gwiziek-brâz é traou ar brézel.

10. Hôgen Nikanor a géméraz ann dézô da baéa ann tell a zaou vil talan̄t a oa dléet gan̄d ar roué d’ar Romaned, war ann arc’han̄t a zeûjé eûz a werzidigez ar Iuzevien sklaved.

11. Enn hévéleb amzer é kasaz étrézég ar c’heriou môrek, évit gervel ar varc’hadourien da zon̄d da bréna ar Iuzevien sklaved, oc’h en em wéstla da rei dék sklav ha pévar-ugen̄t évid eunn talan̄t, héb arvesti out ven̄jan̄s ann Holl-c’halloudek a dlié abarz-némeûr kouéza war-n-ézhan̄.

12. Pa glevaz Judas pénaoz é oa deûet Nikanor, hé rôaz da anaout d’ar Iuzevien a oa gan̄t-han̄.

13. Lôd anézhô dalc’het gan̄d ar spoun̄t, ha diskrédik é-kén̄ver reizded Doué, a géméraz ann tec’h.

14. Lôd all a werzaz kémen̄d a oa choumet d’ézhô, hag a bédaz ann Aotrou enn hévéleb amzer ma tieûbché anézhô eûz a Nikanor ar fallagr, péhini, ken̄t abarz ma oa deûet étrézég enn-hô, en doa hô gwerzet :

15. Ma na oa két enn abek d’ézhô, da-vihana enn abek d’ar gévrédigez en doa gréat gan̄d hô tadou, hag enn abek d’ann énor hô doa da zougen hé hanô ker san̄tel ha ker brâz.

16. Ar Makabéad ô véza strollet ar seiz mil dén a oa gan̄t-han̄, hô fédaz n’en em unvanchen̄t két gan̄d ho énébourien, ha na vijen̄t két spoun̄tet gan̄d ann niver brâz eûz ann énébourien-zé péré a oa deûet gan̄d direizded da stourmi out-hô, hôgen ma énébchen̄t out-hô gan̄t eur galoun vrâz,

17. O véza m’hô doa dirâg hô daoulagad ar saotr direiz a oa bét gréat el léac’h san̄tel, ar gaou a oa bét gréat da géar, ha terridigez lézennou ar ré gôz.

18. Râg hî, émé-z-han̄, a laka hô fisian̄s enn hô armou, kerkouls hag enn hô herder : hôgen nî a laka hon hini enn Aotrou Holl-c’halloudek, péhini a hell kâs-da-gét enn eur serr-lagad, hag ar ré a zeû enn hon énep, hag ar béd holl.

19. Digas a réaz ivé da goun d’ézho ar c’hen-ners en doé rôet Doué d’hô zadou ; hag ar pemp mil ha naô-ugen̄t mil dén a oé lazet é amzer Sennachérib.

20. Hag ann emgann hô dôa rôet a-éneb ar C’hataled é Babilonia, é péhini ar Vasédonied péré a oa deûet d’hô c’hen-nerza, ô véza argilet c’houec’h mil hép-kén anézhô hô doa lazet c’houec’h-ugen̄t mil dén, enn abek d’ar skoazel a oa bét kaset d’ézhô eûz ann én̄v, hag é oa deûet kalz gôbrou d’ézhô évit kémen̄t-sé.

21. Ar geriou-zé hô leûniaz a galoun, hag hî a oé daré da vervel évid hô lézennou hag évid hô brô.

22. Lakaad a réaz da zuged war béb ban̄den eûz hé armé hé vreûdeûr Simon, ha Jozef, ha Jonatas, ha dindân pép-hini anézhô pemzék kan̄t dén.

23. Esdras ô veza lennet ivé d’ézhô al levr san̄tel, ha rôet d’ézhô eunn arouéz eûz a skoazel Doué, ar réner hé-unan en em lékéaz é penn ann armé, hag a gerzaz a-énep Nikanor.

24. Ann Aotrou Holl-c’halloudek ô véza deûet da skoazel d’ézhô, é lazchon̄t ouc’h-penn naô mil dén : hag ann darn-vuia eûz a armé Nikanor ô véza bét dislébéret gan̄d ar goulou, a oé lékéat é tec’h.

25. Goudé béza kéméret arc’han̄t ar ré a oa deûet évid hô fréna, éz éjon̄t pell war hô lerc’h.

26. Hôgen distrei a réjon̄t enn abek d’ann heûr ; râk derc’hen̄t ar sabbat é oa ; dré-zé éc’h éhanchon̄t mon̄d war hô lerc’h.

27. Goudé m’hô doé dastumet armou ha dibourc’hou ann énébourien, é lidchon̄t ar sabbat, ô meûli ann Aotrou, péhini en doa hô dieûbet enn deiz-zé, hag en doa skuḻet war-n-ézhô ar bannéou ken̄ta eûz hé drugarez.

28. Goudé ar sabbat é ranchon̄t ann dibourc’hou étré ar ré glan̄v, ann emzivaded hag ann in̄tañvézed : hag é virchon̄t ann dilerc’h évit-hô hag hô zûd.

29. Pa oé gréat kémen̄t-sé, é réjon̄t ar béden kévret, hag é c’houlenchon̄t digan̄d ann Aotrou trugarézuz ma en em unvanché da-vikenn gan̄d hé zervicherien.

30. Pelloc’h é lazchon̄t ouc’h-penn ugen̄t mil dén eûz a dud Timotéus ha Bakkides, péré a stourmé out-hô : kréou uc’hel a gémerchon̄t ; hag é ranchon̄t ann dibourc’hou enn eunn doaré kévatal, étré ar ré glan̄v, hag ann emzivaded, hag ann in̄tan̄vézed, hag ivé ar ré gôz.

31. Goudé m’hô doé dastumet gan̄t préder hô armou, é lékéjon̄t anézhô a dû é lec’hiou déréad ; hag é tougchon̄t ann dilerc’h eûz ann dibourc’hou da Jéruzalem.

32. Laza a réjon̄t ivé Filarkes, dén fallagr, péhini oc’h heûlia Timotéus, en doa gréat kalz a zroug d’ar Iuzevien.

33. Ha pa drugarékéen̄t Doué é Jéruzalem évit ar gounid-zé, é klevchon̄t pénaoz ann hini en doa devet ann ôriou sakr, da lavaroud eo Kallisténes, a oa en em dennet enn eunn ti, hag é tevchon̄t anézhan̄, é gôbr eûz hé fallagriézou.

34. Hôgen Nikanor ar gwaller brâz-zé, péhini en doa lékéat da zon̄t mil marc’hadour évit gwerza d’ézhô ar Iuzevien,

35. Vuéléet, dré skoazel ann Aotrou, gan̄d ar ré a zellé ével tud didalvez, a dec’haz a dreûz môr ar sâv-héol, goudé béza diwisket hé zaéou kaer ; hag é teûaz hé-unan da Antiokia, ô véza kavet barr hé reûz é dispennadur hé armé.

36. Hag ann hini en doa lavaret é paéché ann tell d’ar Romaned diwar werzidigez tûd Jéruzalem, a embanné neûzé pénaoz ar Iuzevien hô doa Doué da warézer, hag é oan̄t dic’hlazuz dré-zé, hag ô véza ma heûlien̄t al lézennou en doa rôet dézho.


————


IX. PENNAD.


Antiokus a varv er-méaz eûz hé vrô eûz a eur marô reûzeûdik.


1. Enn amzer-zé Antiokus a zistrôaz d’ar Bersia, goudé béza bét mézékéet.

2. O véza éat er géar a hanveur Persépolis, é poelladaz preiza ann templ, ha mac’ha kéar : hôgen ar bobl a géméraz hé armou ; hag é oé lékéat da dec’hi gan̄d hé dûd : ével-sé goudé ann tec’h mezuz-zé é tistrôé Antiokus.

3. Pa oé deûet étrézég Ekbatana, é klevaz ar péz a oa bét c’hoarvézet gan̄t Nikanor ha Timotéus.

4. Hag ô véza savet droug enn-han̄, é venné d’ézhan̄ é hellché en em ven̄ji war ar Iuzevien eûz ar vézégez en doa bét pa oé lékéat da dec’hi : râk-sé é c’hourc’hémennaz lakaad hé garr da von̄t buan ha da ôber hen̄t héb éhana, ô véza heskinet hé-unan gan̄t barn ann én̄v, dré m’en doa lavaret gan̄t balc’hder pénaoz éz ajé da Jéruzalem, hag é rajé anézhi béz ar Iuzevien.

5. Hôgen ann Aotrou Doué Israel péhini a wél pép-trâ, a lékéaz da zével enn-han̄ eur gouli dibaréuz ha diwéluz. Râk kerken̄t ha m’en doé éhanet da gomza, eur gwall boan a grogaz enn hé vouzellou, ha gwen̄trou brâz a vourréviaz anézhan̄.

6. Gan̄t kalz a reizded é oé, pa en doa hé-unan diroget bouzellou ar ré all, gan̄t kalz a c’hloasiou nevez, ha n’én doa két abaoé dilézet hé zrougiez é nép doaré.

7. Enn-énep, leun a va1c’hder, hag ô tana enn hé galoun oud ar Iuzevien, é c’hourc’hémennaz ma vijé c’hoaz hastet hé ergerz : hôgen p’az éa ken téar, é kouézaz eûz hé garr, hag hé gorf a oé brévet, hag hé izili a oé blon̄set holl.

8. Ével-sé ann hini a oa bét savet gan̄d hé valc’hder dreist ann dén, hag a venné d’ézhan̄ é hellché gourc’hémenni da goummou ar môr, ha poéza enn eur valan̄s ar ménésiou ar ré huéla, vuéléet bréma bétég ann douar, a oa douget war eur gador, ô testénia anat galloud Doué enn-han̄ hé-unan :

9. Kon̄tron a zirédé eûz a gorf ar fallagr, hag enn eur véva é-kreiz ar gloasiou-zé, hé gig a gouézé a dammou, gan̄d eur c’houés kér fleriuz, ha na hellé két hé armé hé gouzan̄vi :

10. Hag ann hini péhini nébeûd araog a venné d’ézhan̄ pénaoz é hellché tizout bété stéréd ann én̄v, na hellé mui dén hé zougen, enn abek d’ar fléar a zeûé anézhan̄.

11. Déraoui a réaz éta a-neûzé en em vuéla eûz hé valc’hder, hag en em anaoud hé-unan, ô véza kélennet gan̄d ar gouli a oa deûet d’ézhan̄ eûz ann én̄v, ha gan̄d hé c’hloasiou a greské bépréd.

12. Ével-sé pa na hellé mui hé unan gouzan̄vi ar fléar a zeûé anézhan̄, é lavaraz : Reiz eo ma toujô pép-hini da Zoué, ha na zeûi két ann dén marvuz d’en em geida ouc’h Doué peûr-baduz.

13. Hôgen ar gwall zén-zé a bédé ann Aotrou, péhini na dlié két kaout truez out-han̄.

14. Hag ann hini péhini nébeûd araog en em hasté da von̄d da Jéruzalem évid hé divarra, hag ôber anézhi eur béz a gorfiou berniet ann eil war égilé, a c’hoan̄téé neûzé hé lakaad da véza dieûb.

15. Hag ar Iuzevien-zé péré a venné dizellézek da véza lékéat é bésiou, hag en doa lavaret da rei é preiz d’ann évned ha d’al loéned ferô, ha da véza dispennet bétég ar bihana, a fellé d’ézhan̄ neûzé hévélébékaad oud ann Aténésiad.

16. En em wéstla a réaz ivé da gaéraat gan̄t rôou talvouduz ann templ san̄tel en doa preizet ken̄t, ha da greski ann niver eûz al listri sakr, ha da géméroud war hé lévé mizou ar sakrifisou :

17. Hag ouc’h-penn-zé d’en em ôber Iuzéô, ha da beûr-rédeg ann douar holl, évid embanna galloud Doué.

18. Hôgen ével na éhané két hé c’hloasiou, râk barn reiz Doué a oa kouézet war-n-ézhan̄, é kollaz pép géd, hag é skrivaz ével-henn d’ar Iuzevien eul lizer é doaré eur béden vuel :

19. D’ar Iuzevien hé dud vâd, salud, ha iéc’hed, hag eûr-vâd, digan̄d ar roué ha prin̄s An̄tiokus.

20. Mar d-oc’h iac’h, c’houi hag hô pugale, ha mar d-éma ann doaré gan-é-hoc’h ével ma c’hoan̄tait, é trugarékaomp kaer ann Aotrou.

21. O véza bréma kôuézet er fillidigez, hag ô kaout koun ac’hanoc’h gan̄d madélez, eur gwall glén̄ved ô véza kroget enn-oun pa zistrôenn eûz ar Bersia, em eûz kavet é oa réd sellout gan̄t préder holl géfridiou va rouan̄télez.

22. Né két é tic’hédchenn diwar-benn va iéc’hed ; enn-énep fisian̄s brâz em eûz éz ai-kuît va c’hlén̄ved.

23. Hôgen oc’h arvesti pénaoz va zâd hé-unan, pa gasé hé armé er brovin̄sou uc’hel, en doa diskleriet ann hini a dlié kéméroud ar rénadur war hé lerc’h :

24. Évit, ma c’hoarvézché eur reûz-bennâg, pé ma vijé embannet eur gwall gelou, na vije két reûstlet ar ré a oa er brovin̄sou, pa wézchen̄t da biou é oa lézet rénadur ar rouan̄télez.

25. Hag ô c’houzout pénaoz ar ré c’halloudéka eûz hon amézeien a arvest hag a c’hortoz ann amzer vâd évid hô gwall vénosiou, em eûz diskleriet da roué war va lerc’h va mâb Antiokus, péhini em eûz aliez erbédet da veur a hini ac’hanoc’h, pa beur-rédenn ar brovin̄sou uc’héla eûz va rouan̄télez : hag em eûz skrivet d’ézhan ar péz a zô frammet aman̄.

26. Hô pédi éta, hag hô pédi stard a rann, ma hô pézô koun eûz ann trugarézou em eûz gréat enn hô kén̄-ver ac’houéz hag a dû, ha ma virot ar féalded a zô dléet d’in ha d’am mâb.

27. Râk fisian̄s em eûz pénaoz en em rénô gan̄d habaskded ha kun̄vélez, hervez va ioul, hag é vézô trugarek enn hô kén̄ver.

28. Enn divez al lizer-zé, ann drouk-komzer-zé, skôet gan̄d eur gwall c’houli, aozet ével m’en doa aozet ar ré all, a varvaz eûz a eur marô reûzeûdik, war ar ménésiou, ha pell diouc’h hé vrô.

29. Filip hé vreûr-léaz a zizougaz hé gorf ; hag ô véza m’en doa aoun râk mâb Antiokus, éz éaz d’ann Éjipt étrézé Ptoléméus Filométor.


————


X. PENNAD.


Tréach eo Judas da Dimotéus enn eunn doaré burzuduz.


1. Hôgen Makabéus, hag ar ré a oa gan̄t-han̄, gan̄t gwarez ann Aotrou, a askéméraz ann templ, hag ar géar a Jéruzalem.

2. Diskara a réjon̄t ann aoteriou hô doa savet ann diavésidi war leuriou-kéar, hag hô zemplou.

3. Goudé m’hô doé glanet ann templ, é savchon̄t eunn aoter all : hag ô veza tennet elvennou eûz a vein-tân, é kennigchon̄t sakrifisou daou vloaz goudé ; hag é lékéjon̄t war ann aoter ann ézan̄s, hag ar c’hleûzeûriou, hag ar baraou kennig.

4. Goudé ma oé gréat kémen̄t-sé gan̄t-hô, en em daolchon̄t d’ann douar, hag é pédchon̄t ann Aotrou na gouézchen̄t mui é drougou ker brâz : hôgen mar teûjen̄t adarré da béc’hi, ma vijen̄t kastizet gan̄t-han̄ gan̄t mui a habaskded, ha na vijen̄t mui lékéat étré daouarn tûd kriz ha drouk-prézégérien.

5. Enn hévélep deiz ma oé saotret ann templ gan̄d ann diavésidi, é oé ivé glanet, ar pempved war-n-ugen̄t eûz a viz Kasleu.

6. Lida a réjon̄t ar gouél-zé gan̄t lévénez a-zoug eiz dervez, é doaré hini ann teltou, é teûi da goun d’ézhô pénaoz nébeûd araok hô doa gréat gouél-lîd ann teltou war ar ménésiou hag er c’héviou é péléac’h é véven̄t ével al loéned.

7. Râk-sé é tougen̄t bisier gôlôet a zeliou, ha skourrou glâz, ha barrou palmez, é énor ann hini en doa aotréet ma c’hlanchen̄t hé dempl.

8. Hag hî a gémennaz dré eunn diskleriadur hag eur gourc’hémenn unvan, da holl vrôad ar Iuzevien, ma vijé lidet ar gouél-zé bép ploaz enn hévélep deisiou.

9. Ével-sé éta é c’hoarvézaz marô Antiokus les-hanvet ar brudet-brâz.

10. Hôgen bréma é tanévellimp ôberiou Eupator mâb Antiokus ar fallagr, hag é verraimp ann drougou a zô bét gréat a-zoug hé vrézéliou.

11. Ar prin̄s-sé ô véza deûet da roué, a lékéaz da benn war géfridiou ar rouan̄télez, Lisias prin̄s armé ar Fénisia hag ar Siria.

12. Râk Ptoléméus les-hanvet ann treût, en doa kéméret ann dézô da virout pép reizded dirâg ar Iuzévien, dreist-holl enn abek d’ar fallagriez a oa bét gréat d’ézhô, ha d’en em réna enn eunn doaré péoc’huz enn hô c’hén̄ver.

13. Râk-sé tamallet dirâg Eupator gan̄d hé viñouned, péré hô doa aliez hé rôet évid eunn dén trubard, ô véza m’en doa dilézet Sipra a oa bét fisiet d’ézhan̄ gan̄t Filométor, ha pénaoz goudé béza en em lékéat a dû gan̄t Antiokus ar brudet-brâz en doa ivé hé zilézet, é loun̄kaz kon̄tamm, hag é varvaz.

14. Hôgen Gorgias péhini a oa dûk er vrô, ô véza kéméret gan̄t-han̄ diavésidi, a vrézélékéé aliez oud ar Iuzevien.

15. A hen̄d all ar Iuzevien péré a zalc’hé ar c’hréou ar ré wella a zigéméré enn-hô ar ré a oa bét kaset er-méaz eûz a Jéruzalem, hag a glaské ann tû da vrézélékaat.

16. Hôgen ar ré a oa gan̄d ar Makabéad, goudé béza pédet ann Aotrou ma teujé da warez d’ézhô, a stourmaz stard out kréou ann Iduméed.

17. Ha goudé béza en em gannet kaer, é kémerchon̄t ar c’hréou, é tispenchon̄t ar ré a géfchon̄t war hô hen̄t, hag é lazchon̄t kévret ugen̄t mil dén da-vihana.

18. Hiniennou ô véza en em dennet é daou dour kré-brâz, é péré hô doa péadrâ évid en em zifenni,

19. Ar Makabéad ô véza lézet évit stourmi out-hô Simon, ha Jozef, ha Zachéus, ha tud a-walc’h a ioa gan̄t-hô, a iéaz gan̄d hé dûd da vrézéliou a ioa mall mon̄d d’ézhô.

20. Hôgen ar ré a oa gan̄t Simon, ken̄traouet gan̄d ann droug-ioul, likaouet gan̄d arc’han̄t ar ré a oa enn touriou, goudé béza digéméret dék mil dramm ha tri-ugen̄t mil, a laoskaz hiniennou da von̄t-kuît.

21. Pa oé rôet da anout d’ar Makabéad ar péz a oa c’hoarvézet, é strollaz ar ré-gen̄ta eûz ar bobl, hag é tamallaz ann dûd-zé évit béza gwerzet hô breûdeûr évid arc’han̄t, ô leûskel hô énébourien da von̄t-kuît.

22. Lakaad a réaz da vervel ann drubarded-zé, hag é krapaz rak-tâl ann daou dour.

23. Ha pép-trâ ô véza trôet da vâd évid hé armou, é lazaz enn daou gré-zé ouc’h-penn ugen̄t mil den.

24. Hôgen Timotéus péhini a oa bét trec’het ken̄t gan̄d ar Iuzevien, ô véza savet eunn armé vrâz a ziavésidi, ha strollet marc’heien eûz ann Asia, a zeûaz er Judéa ô venna hé c’hémerché gan̄d hé armou.

25. Pa dôstéé hé-man̄, ar Makabéad hag ar ré a oa gan̄t-han̄, a bédaz ann Aotrou, goudé béza taolet ludu war hô fenn, ha gôlôet hô dargreiz gan̄d eur gouriz-reûn,

26. Goudé béza en em daolet é treid ann aoter, da véza trugarek enn hô c’hén̄ver, hôgen da véza énébour hô énebourien, hag heskiner hô heskinerien, ével ma lavar al lézen.

27. Ével-sé goudé ar béden, ô véza kéméret hô armou, hag ô veza éat pell a-walc’h diouc’h kéar, pa oan̄t tôst eûz ann énébourien é arzaôchon̄t.

28. Kerken̄t ha ma savaz ann héol, ann diou armé a iéaz ann eil oud ébén : lôd ô kaout hô c’haloun, hag ivé gwarez ann Aotrou da gréd eûz ann tréac’h ; hag ar ré all gan̄d hô c’haloun hép-kén évid hô réna enn emgann.

29. Hôgen pa édo ann emgann ar c’hounnaréta, ann énébourien a wélaz ô ton̄d eûz ann én̄v pemp dén war gézek, kin̄klet gan̄t gweskennou aour, hag a oa da rénerien d’ar Iuzevien.

30. Daou anézhô en em zalc’hé enn daou du eûz ar Makabéad : hé c’hôlei a réan̄t gan̄d hô armou, évit na vijé két glazet ; hag ar ré all a denné darédou ha foueltrou oud ann énébourien, péré dallet ha reûstlet a gouézé d’ann douar.

31. Lazet é oé anézhô ugen̄t mil ha pémp kan̄t, ha c’houec’h kan̄t marc’hek.

32. Timotéus a déc’haz é Gazara, a oa eur géar gré, é péhini é c’hourc’hémenné Kéréas.

33. Hôgen ar Makabéad a stourmaz oud ar c’hré a-zoug pévar dervez.

34. Ar ré a oa ébarz, ô fisiout war gréfder al léac’h, a gané kunuc’hennou dreist reiz, hag a lavaré traou argarzuz.

35. Hôgen pa luc’haz ar pempved dervez, ugen̄t dén-iaouan̄k eûz ar ré a oa gan̄d ar Makabéad, ô véza savet droug enn-hô ô klevout ar gwall gomsiou-zé, a dôstâaz gan̄t kaloun oud ar vûr, hag a biñaz war-n-ézhi gan̄t kalz a herder.

36. Ré all ô véza piñet ivé, a zéraouaz lakaad ann tân enn touriou hag enn ôriou, hag a zevaz éz-béô ar gwall-gomserien-zé.

37. A-héd daou zervez é oé gwastet ar c’hré gan̄t-hô ; hag ô véza kavet Timotéus enn eul léac’h é péhini é oa kuzet, é lazchon̄t anézhan̄ : laza a réjon̄t ivé hé vreûr Kéréas, hag Apollofanes.

38. Goudé kémen̄t-sé, gan̄t gwersiou ha kanaouennou é veûlen̄t ann Aotrou, péhini en doa gréat traou brâz enn Israél, hag en doa rôet ann tréac’h d’ézhô.


————


XI. PENNAD.


Judas goudé béza dispennet Lisias, a râ ar péoc’h gan̄d Antiokus.


1. Nébeûd amzer goudé, Lisias mérer ar roué ha kar d’ézhan̄, ha réner kéfridiou ar rouan̄télez, gwall c’hlac’haret eûz ar péz a oa c’hoarvézet,

2. A strollaz pevar-ugen̄t mil dén war droad, hag ann holl varc’heien, hag a zeûaz a-éneb ar Iuzevien, ô venna d’ézhan̄ pénaoz é kémerché ar géar a Jéruzalem, hag é lakajé ar Jen̄tiled da choum enn-hi :

3. É tennché arc’han̄t eûz a dempl Doué, ével eûz a demplou ar Jen̄tiled, hag é werzché bép ploaz ar garg a vélek-brâz.

4. Na lékéa évez é-béd out galloud Doué, hôgen gan̄d eur galoun leûn a valc’hder, é lékéa hé holl fiisian̄s enn hé vrézélidi diniver, enn hé varc’heien stank, hag é pévar-ugen̄t olifan̄t.

5. O véza éat er Judéa, pa oa tôst eûz a Vetsura, péhini a oa enn eul léac’h strîz, war-héd pemp stad eûz a Jéruzalem, é stourmaz oud ar c’hré-zé.

6. Pa glevaz Makabéus hag ar ré a oa gan̄t-han̄ pénaoz ann énébourien a zéraoué stourmi oud ar c’hréou, é pédchon̄t ann Aotrou gan̄t garmou ha gan̄t daérou, hag ann holl bobl gan̄t-hô, ma kasché eunn éal mâd évid dieûbi Israel.

7. Ha Makabéus ô kémérout hé armou da gen̄ta, a erbédaz ar ré all d’en em lakaad é gwall gan̄t-han̄, évit skoazella hô breûdeûr.

8. Ha pa gerzen̄t holl kévret, leûn a galoun, é oé gwélet ô von̄d er-méaz eûz a Jéruzalem eunn dén war varc’h a iéa enn hô raok, hag hén̄ gwisket é gwenn gan̄d armou aour, hag eur goaf enn hé zourn.

9. Neûzé é veûlchon̄t holl kévret ann Aotrou leûn a drugarez, hag en em nerzchon̄t gan̄d eur galoun gré ; hag hi daré da stourmi nann hép-kén oud ann dûd, hôgen ivé oud al loéned ferô, ha c’hoaz da dreûzi ar muriou houarn.

10. Mon̄d a réan̄t éta gan̄d eur béôder brâz, gan̄t skoazel ann én̄v, ha trugarez ann Aotrou war-n-ézhô.

11. É doaré léoned en em daolchon̄t gan̄d herr war hô énébourien, hag é lazchon̄t anézhô unnék mil dén war droad, ha c’houézék kan̄t marc’hez.

12. Ar ré all holl a lékéjon̄t da dec’hout, ha kalz anézhô a iéaz-kuît glazet ha diarmet. Lisias hé-unan a dec’haz enn eunn doaré mézuz.

13. Ével né oa két eunn dén diskian̄t, ô venna enn-han̄ hé-unan ar c’holl en doa gréat, éc’h anavézaz pénaoz ann Hébréed a oa didrec’huz, pa en em harpen̄t war skoazel ann Holl-c’halloudek : hag hen̄ a gasaz kannaded d’ézhô :

14. Hag é rôaz hé c’hér d’ézhô pénaoz é aotréjé kémen̄d a oa reiz, hag é tougché ar roué da véza miñoun d’ézhô.

15. Makabéus en em rôaz da bedennou Lisias, ô kéméroud ali eûz a dalvoudégez ann holl : ha kémen̄d a c’houlennaz Makabéus digan̄t Lisias évid ar Iuzevien, a oé aotréet gan̄d ar roué.

16. Râk Lisias a skrivaz enn doaré-man̄ d’ar Iuzevien : Lisias da bobl ar Iuzevien, salud.

17. Iann hag Abésalam hoc’h eûz kaset d’in, ô véza rôet hô lizéri d’in, hô deûz goulennet digan-én̄ ma sévenchenn ann traou a béré é oa méneg enn-hô.

18. Ével-sé goudé ma em eûz danévellet d’ar roué kémen̄d em boa da ziskleria d’ézhan̄, en deûz aotréet ar péz a hellé da ôber diouc’h hé géfridiou.

19. Mar mirit éta ar féalded enn hô kéfridiou, é poelladinn da zigas pép-trâ da vad d’é-hoc’h.

20. É-kén̄ver ann traou all, em eûz karget ar ré hoc’h eûz kaset d’in, hag ar ré a gasann d’é-hoc’h, da komza kévret gan-é-hoc’h.

21. Iéc’hed mâd d’é-hoc’h. Er bloaz eiz ha seiz-ugen̄t, er pevaré deiz war-n-ugen̄t eûz a viz Dioskor.

22. Ha lizer ar roué a oa skrivet enn doaré-man̄ : ar roué Antiokus da Lisias hé vreûr, salud.

23. Hon tâd ô véza bét dizouget é-touez ann doueed, ha nî ô fellout d’é-omp ma vévô digéflusk ar ré a zô enn hor rouan̄télez, évit digas hô holl bréder war hô c’héfridiou,

24. Hon eûz klevet penaoz ar Iuzevien n’hô deûz két aotréet ar c’hoan̄t en doa va zâd d’hô lakaad da heûlia lidou ar C’hrésied, hôgen ma eo bét fellet d’ézho derc’hel d’hô c’hisiou, ha dré-zé ma c’houlennon̄t béva diouc’h hô lézennou.

25. O felloud éta ma vévô ar bobl-zé é péoc’h ével ar ré all, hon eûz mennet pénaoz é vézô asrôet dézhô hô zempl, évit ma vévin̄t diouc’h lézennou hô zadou.

26. Ervâd é rî éta, mar kasez étrézég enn-hô, ha ma rôez ann dourn d’ézhô ; évit, pa anavézin̄t va ioul, ma en em galounékain̄t, ha ma lakain̄t hô fréder enn hô c’héfridiou hô-unan.

27. Hag al lizer a skrivaz ar roué d’ar Iuzevien a oa ével-henn : Ar roué Antiokus da hénaouriez ar Iuzevien, ha d’ar Iuzevien all, salud.

28. Mar d-oc’h iac’h, émoc’h ével ma c’hoan̄taomp : ha nî ivé a zô iac’h.

29. Ménélaus en deûz rôet da anaout d’é-omp pénaoz hô poa c’hoan̄t da ziskenni da wélout hô tûd a zô gan-é-omp.

30. Rei a réomp éta eunn trémen-hen̄t évid ar ré a fellô d’ézhô don̄t bétég ann trégon̄tvez deiz eûz a vîz Ksantik.

31. Aotréa a réomp ma tebrô ar Iuzevien eûz hô c’higou, ha ma vévin̄t hervez hô lézennou ével ken̄t : ha na vézô kastizet hini anézhô é nép doaré évid ar gwallou a zô bét gréat dré ziwiziégez.

32. Kaset hon eûz ivé Ménélaus, évit ma komzô gan-é-hoc’h.

33. Iéc’hed d’é-hoc’h. Er bloas eiz ha seiz-ugen̄t, er pemzekved deiz eûz a vîz Ksan̄tik.

34. Ar Romaned a gasaz ivé eul lizer skrivet enn doaré-man̄ : Kuin̄tus Memmius ha Titus Manilius, kannaded ar Romaned, da bobl ar Iuzevien, salud.

35. Aotréa a réomp d’é-hoc’h ann hévélep traou en deûz aotréet d’é-hoc’h Lisias kâr d’a roué.

36. É-kén̄ver ar ré en deûz mennet a oa mâd da lakaad dirâk daoulagad ar roué, digasit eur ré hép-dalé, goudé béza en em guzuliet étré-z-hoc’h, évit ma kemennimp ar péz a vézô ar gwella évid-hoc’h : rak da Antiokia éz eomp.

37. Râk-sé hastit skriva d’é-omp, évit ma wézimp petrâ a c’hoan̄tait.

38. Iéc’hed mâd d’é-hoc’h. Er bloaz eiz ha seiz-ugen̄t, er pemzékved deiz eûz a viz Ksantik.


————


XII. PENNAD.


Judas a gâs kalz a arc’han̄t da Jéruzalem évit kenniga sakrifisou évid ar ré-varô.


1. Goudé ma oé gréat ar gévrédigez-zé, Lisias a zistrôaz étrézég ar roué, hag ar Iuzevien en em rôaz da labourat ann douar.

2. Hôgen ar ré a oa choumet er vrô, Timotéus, hag Apollonius mâb Gennéus, hag ivé Hiéronimus, ha Démofon, ha Nikanor rénerien ar Sipria, n’hô lezé két da véva é péoc’h hag enn éhan.

3. Hôgen tûd Joppé a réaz neûzé eunn trubardérez brâz : pédi a réjon̄t ar Iuzevien gan̄t péré é choumen̄t, da biña, gan̄d hô gragez hag hô bugalé, war vagou hô doa aozet, ével pa na vijé kasoni ébéd étré-z-hô,

4. Hervez eur gourc’hémenn douget gan̄t mouéz ann holl é kéar, ha da béhini ar Iuzevien hô-unan hô doa rôet hô grâd, ô véza n’hô doa gwall arvar é-béd, enn abek d’ar péoc’h a oa étré-z-hô : hôgen pa en em géfchon̄t er môr brâz, tûd Joppé a veûzaz war-drô daou c’han̄t anézhô.

5. Pa glevaz Judas ar c’hrisder a oa bét gréat é-kén̄ver tûd eûz hé bobl, é rôaz gourc’hémenn d’ar ré a oa gan̄t-han̄ : hag ô véza galvet Doué da varner,

6. É valéaz out lazerien hé vreûdeûr, é tevaz hô fors a-zoug ann nôz, é lékéaz ann tân enn hô bagou, hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé ar ré n’en doa két lazet gan̄d ann tân.

7. Goudé m’en doé gréat kémen̄t-sé, éz éaz-kuît, gan̄d ann dézô da zistrei, évit kâs-da-nétra holl dud Joppé.

8. Hôgen ô véza ma klevaz pénaoz tûd Jamnia a fellé d’ézhô ôbér enn hévélep doaré é-kén̄ver ar Iuzevien a choumé gan̄t-hô,

9. É teûaz ivé war-n-ézhô a-zoug ann nôz, hag é tevaz hô fors hag hô listri : enn hévélep doaré ma oé gwélet sklerder ann tân eûz a Jéruzalem, pell ac’hanô eûz a zaou-ugen̄t stad.

10. Pa oé éat enn hen̄t, pa en doé gréat naô stad, hag é valéé a-énep Timotéus, ann Arabed a stourmaz out-han̄ gan̄t pemp mil dén war droad, ha pemp kan̄t war varc’h.

11. Goudé eur stourm brâz, pa en doé gounézet Judas gan̄t skoazel Doué, ann dilerc’h eûz ann Arabed a oa bét trec’het a c’houlennaz digan̄t Judas ma rôjé hé zourn d’ézhô, oc’h en em wéstla da rei d’ézhan̄ peûri, ha d’hé skoazella é pep-tra all.

12. Judas ô venna évit-gwîr pénaoz é vijen̄t talvoudek d’ézhan̄ é meûr a drâ, a wéstlaz d’ézhô ar péoc’h : ha goudé m’hô doé rôet hô dourn, en em denchon̄t enn hô zeltou.

13. Stourmi a réaz ivé oud eur géar gré, hanvet Kasfin, gan̄t pon̄tou ha muriou uc’hel, é péléac’h é choumé kalz tûd a veûr a vrô.

14. Ar ré a oa ébarz, ô fisiout é kréfder hô muriou, hag é founder hô boéd, en em zifenné gan̄t lézirégez, ô lavarout da Judas mallosiou, ha drouk-prézégou, ha geriou argarzuz.

15. Hôgen Makabéus, ô véza galvet ha pédet prin̄s brâz ar béd, péhini, é amzer Josué, hép tourz na gwindask, a ziskaraz Jériko, a biñaz gan̄t frouden war ar muriou.

16. Hag ô véza kéméret kéar dré ioul ann Aotrou, é réaz enn-hi eul lazérez diniver ; enn hévélep doaré ma oa ruz holl gan̄t goâd ar ré varô, al leûn a oa tôst ac’hanô, hag hen̄ a zaou stad a léd.

17. Ac’hanô é kerzchon̄t a-héd seiz kan̄t stad hag han̄ter-kan̄t, hag é teûjon̄t da C’haraka étrézég ar Iuzevien Tubianéed enn hô hanô.

18. Na helchon̄t két kémérout Timotéus el léac’h-zé ; râg ô véza n’en doa gellet ôber nétrâ énô, é oa distrôet ac’hanô, goudé béza lézet eur gward kré enn eul léac’h nés.

19. Hôgen Dositéus ha Sosipater péré a oa duged gan̄t Makabéus, a lazaz dék mil dén en doa lézet Timotéus er c’hré.

20. Koulskoudé Makabéus, ô véza lékéat é reiz enn-drô d’ézhan̄ c’houec’h mil dén, ren̄ket a van̄dennou, a valéaz a-énep Timotéus, péhini en doa gan̄t-han̄ c’houec’h-ugen̄t mil dén war droad, ha daou vil pemp kan̄t war varc’h.

21. Pa glevaz Timotéus é teûé Judas, é kasaz enn hé raok ar gragez hag ar vugalé, hag ann holl bakadou, enn eur c’hré hanvet Karnion, péhini na helled két da gémérout, ô véza ma oa diez dinésaad out-han̄ enn abek d’ann hen̄chou striz.

22. Pa en em ziskouézaz ar gen̄ta van̄den eûz a dud Judas, eur spoun̄t brâz a grogaz enn énébourien, enn abek da vézan̄s Doué, péhini a wél pép-trâ ; hag hî en em lékéaz da dec’hout ann eil dré égilé, enn hévélep doaré ma oan̄t skôet ken̄toc’h gan̄d hô c’hlézeier hô-unan, égét gan̄t ar ré hô énébourien.

23. Hôgen Judas a iéaz war hô lerc’h gan̄t kalz a frouden évit kastiza ann dûd fallagr-zé ; hag é lazaz trégon̄t mil anézhô.

24. Timotéus a gouézaz étré daouarn Dositéus ha Sosipater : hag é pédaz start anézhô m’hen lezchen̄t da von̄t-kuît éz véô, ô véza m’en doa étré hé zaouarn kalz tadou ha breûdeûr d’ar Iuzevien, hag a golché dré hé varô ar géd da véza laosket da von̄t-kuît.

25. Ha p’en doé rôet hé c’hér, pénaoz e laoskché ar ré a oa étré hé zaouarn, hervez ar marc’had gréat étré-z-hô, é laoskschon̄t anézhan̄ da von̄t héb ôber droug é-béd d’ézhan̄, évid dieûbi hô breûdeûr.

26. Goudé-zé Judas a zistrôaz da Garnion, é péléac’h é lazaz pemp mil dén war-n-ugen̄t.

27. Goudé tec’h ha lazérez ar ré-man̄, é kasaz hé armé étrézég Éfron kéar gré, é péhini é choumé eul lôd brâz a dûd a béb brô : tûd-iaouan̄k leûn a galoun a zifenné stard hé muriou : kalz a windaskou hag a zarédou a oa enn-hi.

28. Hôgen ar Iuzevien ô véza pédet stard ann Hol1-c’halloudek, péhini a ziskar gan̄d hé c’halloud ners ann énébourien, a géméraz kéar, hag a lazaz pemp mil dén war-n-ugen̄t eûz ar ré a oa enn-hi.

29. Ac’hanô éz éjon̄t da géar ar Sited, péhini a oa war-héd c’houec’h kan̄t stad eûz a Jéruzalem.

30. Koulskoudé ar Iuzevien a choumé é Sitopolis ô véza hô-unan roet da wîr pénaoz é oan̄t aozet-mâd gan̄d ann dûd-zé, ha pénaoz é oan̄t bét habask enn hô c’hén̄ver é amzer hô reûz,

31. Judas a drugarékéaz anézhô, hag hô erbédaz da véza bépréd trugarek é ken̄ver tûd hé vrô ; hag é tistrôaz gan̄d hé dûd da Jéruzalem, pa dôstéé deiz gouél ar Sizuniou.

32. Goude ar Pan̄tékost éz éjon̄t-kuît ac’hanô, hag é kerzchon̄t a-énep Gorgias réner ann Iduméa.

33. Ha Judas a stourmaz out-han̄ gan̄t tri mil dén war droad, ha pévar c’han̄t dén war varc’h.

34. Enn emgann é kouézaz eur ré-bennâg, eûz ar Iuzevien.

35. Hôgen eur marc’hek eûz a ré Vasénoris, dén kré, hanvet Dositéus, a grogaz é Gorgias : ha pa fellé d’ézhan̄ hé gémérout ez véô, eur marc’hek eûz a ré ann Drasia en em daolaz war-n-ézhan̄, hag a drouc’haz hé skoaz d’ézhan̄ : hag ével-sé Gorgias a dec’haz da Varésa.

36. Hôgen ar ré a oa gan̄d Esdrin, ô véza skuîz dré ma stourmen̄t pell amzer a ioa, Judas a bédaz ann Aotrou évit ma teûjé hé-unan da skoazel ha da zûg er brezel.

37. Hag ô sével hé vouéz é iéz hé vrô, hag ô c’harmi gan̄t gwersiou ha kanaouenneu, é lékéaz brézélidi Gorgias da dec’hout.

38. Neûzé Judas ô véza strollet hé armé a zeûaz da géar Odolla : hag ô véza ma oa deûet ar seizved deiz, en em c’hlanchon̄t hervez ar c’hîz, hag é lidchon̄t ar sabbat.

39. An̄trônoz é teûaz Judas gan̄d hé dûd, évit dizougen korfou ar ré a oa bét lazet, hag hô lakaat gan̄d hô c’héren̄t é bésiou ho zadou.

40. Dindan saéou ar ré a oa marô, é kéfchon̄t traou a oa bét gwestlet d’ann idolou a oa Jemnia, hag a zô berzet gan̄d al lézen oud ar Iuzevien : anad é oé éta évid ann holl pénaoz é oa kémen̄t-sé ann abek eûz hô marô.

41. Râk-sé éta ann holl a veûlaz barn reiz ann Aotrou ; péhini en doa lékéat da wélout ar péz a oa kuzet.

42. Hag oc’h en em lakaad da bédi, é c’houlenchon̄t digan̄d ann Aotrou ma an̄kounac’haje ann drouk a oa bét gréat. Hôgen Judas ar c’halounek-brâz a erbédé ar bobl ma en em virché diouc’h pép péc’hed, ô wéloud dirâg hô daoulagad ar péz a oa c’hoarvézet ennn abek da béc’héjou ar ré a oa bét lazet.

43. Hag ô véza dastumet daouzék mil dramm arc’han̄t, é kasaz anézhô da Jéruzalem, évit kenniga eur sakrifiz évit péc’héjou ar ré varô, ô véza m’en doa ménosiou mâd ha léal diwar-benn ann dazorc’hidigez :

41. (Râk ma n’en dévijé két krédet pénaoz ar ré a oa bét lazet a dlié béza dazorc’het, en dévijé sellet ével eunn dra gwân ha didalvez, pédi évid ar ré varô.)

45. Ével-sé é krédé pénaoz eunn drugarez vrâz a oa miret évid ar ré a oa maro é douj Doué.

46. Eur mennos san̄tel ha talvouduz eo éta pédi évid ar ré-varô, évit ma vézin̄t dieûbet eûz hô féc’héjou.


————


XIII. PENNAD.


Judas goudé béza tréménet tri dervez er iuniou hag er pédennou, a drec’h Antiokus Eupator.


1. Er bloaz naô ha seiz-ugen̄t, Judas a glevaz pénaoz Antiokus Eupator a zeûe gan̄d eunn armé vrâz a-éneb ar Judéa,

2. Ha gan̄t-han̄ Lisias réner ha mérer ar rouan̄télez ; ha pénaoz en doa gan̄t-han̄ dék mil dén ha kan̄t mil war droad, ha pemp mil dén war varc’h, ha daou olifan̄t war-n-ugen̄t, ha tri c’han̄t karr gan̄t filc’hier.

3. Ménélaus en em veskaz ivé gan̄t-hô : hag hen̄ a bédé Antiokus gan̄d eunn touellérez brâz, nann évid dieûb hé vrô, hôgen gan̄d ar géd ma vijé rôet d’ézhan̄ ar brin̄sélez.

4. Hôgen roué ar rouéed a lékéaz da zével kaloun Antiokus a-éneb ar fallagr : ha Lisias ô véza lavaret d’ézhan̄ pénaoz é oa hen-nez ann abek eûz ann holl zrougou, é c’hourc’hémennaz (ével ma eo ar c’hîz enn hô zouez) ma vijé kroget enn-hañ, ha ma vijé lazet enn hévélep léac’h.

5. Hôgen el léac’h-zé éz oa eunn tour eûz a han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, enn-drô da béhini éz oa eur bern brâz a ludu, ha na wéled anézhi néméd eunn torrod.

6. Gourc’hémenni a réaz ma vijé taolet ac’hanô ar fallagr el ludu ; hag ann holl a rôaz hô aotré d’hé varô.

7. Hervez al lézen-zé é varvaz Ménélaus, péhini en doa torret al lézen ; ha na oé két lékéat hé gorf enn douar.

8. Ha reiz-brâz é oa kémen̄t-sé : râg ével m’en doa gréat kalz gwallou a-eneb aoter Doué, tân ha ludu péhini a oa san̄tel, é oé barnet da vervel el ludu.

9. Koulskoudé ar roué a zeûé leûn a frouden, gan̄d ann dézô da véza c’hoaz gwasoc’h égéd hé dâd é-kén̄ver ar Iuzevien,

10. Pa glevaz Judas kémen̄t-sé, é c’hourc’hémennaz d’ar bobl pédi ann Aotrou nôz deiz, évit ma skoazelché anézhô, ével m’en doa gréat bépréd :

11. Gan̄d ann aoun hô doa da golla hô lézen, hô brô, hag hé dempl san̄tel : ha na lezché két hé bobl, péhini a arzaôé a-véac’h a nevez a oa, da gouéza adarré dindân galloud ar broadou a villigé hé hanô san̄tel.

12. Goudé m’hô doé gréat kévret kémen̄t-sé : m’hô doé goulennet trugarez digan̄d ann Aotrou, gan̄d daérou ha gan̄t iuniou, oc’h en em zerc’hel stouet a-héd tri dervez, Judas a erbédaz anézhô d’en em aoza.

13. Derc’hel a réaz kuzul gan̄d ann hénaoured, hag é vennaz pénaoz, abarz ma teujé ar roué gan̄t hé armé er Judéa, ha ma kémerché kéar, éz ajé d’hé ziarbenna, hag é lezché da varn ann Aotrou ann darvoud eûz ar géfridi.

14. O lakaad éta pép-tra é galloud Doué, krouer ar béd, ha goudé béza erbédet hé dûd da stourmi a galoun ha bétég ar marô, évid hô lézennou, hô zempl, hô c’héar, hô brô, hag hô brôiz, é tiazézaz hé armé war-harz Modin.

15. Hag ô véza rôet da arouez d’hé dûd tréac’h Doué, ha kéméret gan̄t-han̄ ann dud-iaouan̄k ar ré galounéka, é tilammaz a-zoug ann nôz war bann ar roué, hag é lazaz enn hé gamp pevar mil dén, hag ann darn-vuia eûz ann olifan̄ted, hag ar ré a oa war-n-ézhô.

16. Goudé béza leûniet a spoun̄t hag a zaouzan kamp ann énébourien, goudé eunn darvoud ker mad, éz éjon̄t-kuît.

17. Kémen̄t sé a c’hoarvézaz diouc’h goulou-deiz, gan̄t gwarez ha skoazel ann Aotrou.

18. Hôgen ar roué péhini en doa bét ann tan̄va eûz a herder ar Iuzevien, a glaské ann doaré da drec’hi dré ijin harzou al lec’hiou.

19. Diazéza a réaz hé gamp dirâk Betsura a oa unan eûz a geriou kré ar Iuzevien : hôgen hé dûd a oé bannet, a oé diskaret, a oé dislébéret.

20. Koulskoudé Judas a gasé d’ar ré a oa ébarz ar péz a oa réd d’ézhô.

21. Hôgen unan, hanvet Rodokus, eûz a armé ar Iuzevien a iéa da ziskleria d’ann énébourien ann traou kuzet : goudé eunn en̄klask-bennâg, é oé kéméret ha lékéat er vac’h.

22. Ar roué a gomzaz adarré oud ar ré a oa é Betsura : ann dourn a rôaz d’ézhô, hô dourn a géméraz, hag éz éaz-kuît.

23. Stourmi a réaz out Judas, hag ô oé trec’het. Hôgen pa glevaz pénaoz Filip, péhini a oa bét lékéat da réner war géfridiou ar rouan̄télez, a oa en em zispac’het é Antiokia, é oé saouzanet ; hag hén̄ en em lékéaz da bédi ar Iuzevien gan̄t kalz a zoujan̄s, enn eur doui é virché enn hô c’hén̄ver kémen̄d a oa reiz : ha goudé ann unvaniez-zé, é kennigaz eur sakrifiz, éc’h énoraz ann templ, hag é réaz kalz rôou.

24. Briata a réaz Makabéus, hag é lékéaz anézhan̄ da zûg ha da brin̄s adalek Ptolémaid bétég ar Gerrénied.

25. Hôgen pa zeûaz Antiokus da Btolémaid, tûd ar géar-zé drouk-laouen diwar-benn ar gévrédigez, a ziskouézaz hô drouk, gan̄t aoun na vé torret ar marc’had hô doa gréat.

26. Neûzé Lisias a biñaz war hé gador, hag a ziskleriaz ann abeg eûz a gémen̄t-sé : ha goudé béza habaskéet ar bobl, é tistrôaz da Antiokia.


————


XIV. PENNAD.


Alsimus a vroud Démétrius a-énep Judas hag ar Iuzevien.


1. Hôgen a benn tri bloaz, Judas hag ar re a oa gan̄t-han̄ a glevaz pénaoz Démétrius, mâb Séléukus, a oa deûet gan̄d eunn armé vrâz, ha kalz a listri, da bors Tripoli, hag en doa kéméret al lec’hiou ar ré gréva,

2. Ha kalz brô, daoust da Antiokus ha da Lisias dûg hé armé.

3. Hôgen eunn dén hanvet Alsimus, péhini a oa bét bélek-brâz, hag a oa en em zaotret a-ioul é amzer ar c’hemmesk, oc’h arvesti pénaoz na hellé é nép doaré en em zavétei, na tôstaad oud ann aoter,

4. A iéaz da gavout ar roué Démétrius, er bloaz dég ha seiz-ugen̄t, hag a gennigaz d’ézhan̄ eur gurunen hag eur balmézen aour, hag ivé skourrouigou, hag a zeûé diouc’h doaré eûz ann templ. Ha na lavaraz nétrâ d’ézhan̄ enn deiz zé.

5. Hôgen ô véza kavet ennn darvoud mâd évid sévéni hé zézô foll, pa oé galvet d’ar c’huzul gan̄t Démétrius, péhini a c’houlennaz digan̄t-han̄ war bé abégou ha war bé lézennou en em harpe ar Iuzevien,

6. É respoun̄taz : Ar ré eûz ar Iuzevien a zô galvet Assidéed, é penn péré éma Judas Makabéus, a gen̄dalc’h ar brézel, a zoug d’ann dispac’hiou, ha na lez két ar rouan̄télez enn éhan :

7. Râk mé va-unan ounn bét dibourc’het eûz a c’hloar va zadou (da lavaroud eo eûz ar vélégiez-vrâz) ; ha dré-zé ounn deûet aman̄ :

8. Da gen̄ta évit mirout d’ar roué ar féalded a dléann d’ézhan̄ enn hé c’hounid, ha goudé-zé évit gounid va c’henvrôiz : râg hon holl vrôad a c’houzan̄v drougou brâz gan̄t fallagriez ann dûd-zé.

9. Da bédi a rann éta, ô roué, pa anavézez kémen̄t-sé, da zelloud a druez oud hor brô hag oud hor brôiz, hervez da vadélez a zô anavézet gan̄d ann holl.

10. Rak keit ha ma vévô Judas, na hellor bikenn kaoud ar péoc’h er rouan̄télez.

11. Goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, hé holl viñouned, péré a oa énébourien da Judas, a gen̄traouaz c’hoaz Démétrius out-han̄.

12. Hag hé-man̄ a gasaz râk-tâl da zûg er Judéa, Nikanor péhini a oa da réner war ann olifan̄ted :

13. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ ma kémerché Judas, ma tisman̄tché ar ré a oa gan̄t-han̄, ha ma lakajé Alsimus da vélek-brâz eûz ann templ brâz.

14. Neûzé ar baganed en doa lékéat Judas da dec’hout diouc’h ar Judéa, a zeûaz a-strolladou d’en em unani gan̄t Nikanor, ô sellout reûsiou ha kollou ar Iuzevien ével hô eûr-vâd hô-uuan, ha gwellaen hô c’héfridiou.

15. Pa glevaz ar Iuzevien pénaoz é teûé Nikanor out-hô, ha gan̄t-han̄ eur strollad brâz a vrôadou, e c’hôlôchon̄t hô fenn a zouar, hag é pédchon̄t ann hini en doa dilennet eur bobl évit-han̄, évid hé virout da-vikenn, ha péhini en doa diskouezet hé warez évid hé zigwéz gan̄d arouésiou anat.

16. Dré c’hourc’hémenn ann dûg, é kerschon̄t râk-tâl ac’hanô, hag en em strolchon̄t war-harz kastel Dessaô.

17. Hôgen Simon breûr Judas ô véza déraouet stourmi out Nikanor, a oé spoun̄tet-braz, pa wélaz ô tôn̄t enn euun taol eul lôd ker braz a énébourien.

18. Koulskoudé Nikanor, péhini en doa klevet komza eûz a galoun vrâz tûd Judas, hag eûz ann ners gan̄t péhini en em gannen̄t évid hô brô, na grédé két fisiout ar varn enn eur stourm gwaduz.

19. Râk-sé é kasaz araok Posidonius, ha Téodotius, ha Mattias, évit ma rojen̄t ann dourn, ha ma vijé rôet ann dourn d’ézhô,

20. Ha goudé ma oé padet pell ar c’huzul, ha m’en doé ann dûg hé-unan diskleriet ann abek d’ann armé, mouéz ann holl a oé aotréa ar gévrédigez.

21. Râk-sé ann daou zug a verkaz eunn deiz évit komza hô daou é-kûz : hag é oé kaset péb a gador d’ézhô, war béré éc’h azézchon̄t.

22. Koulskoudé Judas a c’hourc’hémennaz ma vijé lékéat tûd armet é lec’hiou déréad, gan̄d aoun na zeûjé ann énebourien da ôber eunn drouk-bennâg oud hé dûd : hag ar gomz-kévret a oé gréat ével ma téréé.

23. Neûzé Nikanor a choumaz é Jéruzalem, é péléac’h na réaz droug é-béd ; hag é kasaz-kuît ann armé vrâs en doa savet.

24. Karet a réa bépréd Judas a galoun vâd, hag é oa douget-brâz évit-han̄.

25. Hé bédi a réaz zô-kén da zimézi, ha da gaout bugalé. Ha Judas a zimézaz, hag en doé éhan : hag hî a vévé kévret hag unvan

26. Hôgen Alsimus ô wélout ar garan̄tez hag ann unvaniez a oa étré-z-hô, a zeûaz da gavout Démétrius, hag a lavaraz d’ézhan̄ pénaoz Nikanor a skoazié gan̄d hé c’halloud kéfridiou ann diavésidi, ha pénaoz en doa dileûret évit lakaad enn hé garg hé-c’houdé, Judas, péhini a douellé ar roué hag ar rouan̄télez.

27. Neûzé ar roué ô véza savet droug enn-han̄, hag hen̄ héget-brâz gan̄d ar gwall lavariou-zé, a skrivaz da Nikanor, ô lavarout pénaoz é kavé fall é vijé en em unvanet a garan̄tez gan̄t Makabéus ; hag ével-sé é kemenné d’ézhan̄ hé gâs hép-dalé da Antiokia goudé béza éréet anézhan̄.

28. Pa glévaz Nikanor kémen̄t-sé, é oé man̄tret ; glac’hared é oa ô véza rédiet da derri ar gévrédigez en doa gréat gan̄t Makabéus, péhini n’en doa gréat droug é-béd d’ézhan̄.

29. Hôgen ô véza na hellé két énébi oud ar roué, é klaskaz eunn darvoud mâd évit sévéni ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄.

30. Koulskoudé Makabéus ô wélout pénaoz Nikanor a aozé anézhan̄ enn eunn doaré rustoc’h, hag é tigéméré anézhan̄ gan̄t mui a rôgôni égét na oa boazet hé ôber, a vennaz pénaoz ar rustoni-sé na zeûé két a dû vâd, hag ô véza strollet eur ré-bennâg eûz hé dûd, é pelleaz diouc’h Nikanor.

31. Pa wélaz hé-man̄ pénaoz é oa bét diaraoget gan̄d ijin ha ners Judas, é teûaz d’ann templ brâz ha san̄tel, enn amzer ma kennigé ar véleien hô sakrifisou ; hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô ma lakajen̄t Makabéus étré hé zaouarn.

32. Hôgen ar ré-man̄ ô véza touet d’ézhan̄ pénaoz na wien̄t két péléac’h é oa ann hini a glaské ; éc’h astennaz ann dourn étrézég ann templ,

33. Hag é touaz, ô lavarout : Ma na likiit két Judas étré va daouarn, goudé béza hé éreet, é tiskarinn é-réz ann douar ann templ-man̄ da Zoué, é freûzinn ann aoter, hag é wéstlinn ann templ d’ann tad Bakkus.

34. Ha goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, éz éaz-kuît. Hôgen ar véleien oc’h astenna hô daouarn étrézég ann én̄v, a bédé ann hini a oa bét bépréd da warézer d’hô brôad ; hag é léverchon̄t :

35. Aotrou ann holl, té péhini n’éc’h eûz ézomm a nétrâ, eo bét fellet d’id é vijé bét savet eunn templ é péhini é choumfez enn hor c’hreiz.

36. Bréma éta, san̄t ar zen̄t, Aotrou ann holl, mir da-vikenn dizaotr ann tî-man̄, a zô bét glanet a nevez-zô.

37. Neûzé é oé tamallet dirâk Nikanor unan eûz a hénaoured Jéruzalem hanvet Razias, dén douget-brâz évit kéar, ha brudet-mâd, galvet Tâd ar Iuzevien, enn abek d’ar garan̄tez en doa évit-hô.

38. Pell a ioa é réné é lézen ar Iuzevien eur vuez san̄tel ha dizaotr, hag édo daré da zilézel hé gorf hag hé vuez évit ken̄derc’hel bétég ann divez.

39. Hôgen Nikanor pehini a fellé d’ézhan̄ diskouéza ar c’hâs a zougé oud ar Iuzevien, a gasaz pemp kan̄t brézéliad évit krégi enn-han̄ :

40. Râg hén̄ a venné pénaoz ma helché hé douella, é rajé eunn drouk brâz d’ar Iuzevien.

41. Pa strivé ar vrézélidi-zé évit mon̄d enn ti, évit terri ann ôr, hag évit lakaad ann tân ; pa wélaz pénaoz é oa daré da véza kroget enn-han̄, en em skôaz gan̄d eur c’hlézé.

42. Gwell é oa gan̄t-han̄ mervel gan̄d énor, égét béza dalc’het da bléga dindân ar béc’herien, ha gouzan̄vi kunuc’hennou mézuz évid hé hanô.

43. Hôgen, gan̄d ann err a lékéaz, ô véza na oa két en em lazet war ann taol, pa wélaz ar vrézélidi ô ton̄d a strollad enn tî, é tostaaz gan̄d herder oud ar vûr, hag en em daolaz hé-unan gan̄t ners war ar bobl.

44. Hag ann holl ô véza buan en em dennet évit na gouézché két war-n-ézhô, é kouézaz war gern hé benn.

45. Hag ô véza ma oa c’hoaz béô, gan̄d eur striv nevez é savaz : hag ar goâd ô tirédi a bép tû diouc’h ar gouliou brâz a oa en em c’hréat, é tréménaz dré-greiz ar bobl :

46. Hag ô véza piñet war eur méan soun, goudé béza kollet kémen̄d a c’hoad, é tennaz hé vouzellou er-méaz eûz hé gorf, hag hô zaolaz gan̄d hé zaouzourn war ar bobl ; enn eur bédi Aotrou ar vuez hag ann éné, ma hô rôjé adarré d’ézhan̄ : hag ével-sé é varvaz.


————


XV. PENNAD.


Drouk-prézégou Nikanor. Hé varô.


1. Hôgen pa glevaz Nikanor pénaoz Judas a oa war zouarou Samaria, é vennaz stourmi out-han̄ gan̄d hé holl ners é deiz ar sabbat.

2. Ha pa lavaré d’ézhan̄ ar Iuzevien péré a oa réd d’ézhô mon̄t war hé lerc’h : Na râ két eunn dra ker garô ha ker kriz ; hôgen énor san̄télez ann deiz-zé, ha douj ann hini a wél pép-trâ.

3. Ar fallagr-zé a c’houlennaz hag éz oa enn én̄v eunn Doué galloudek, péhini en doa gourc’hémennet lida deiz ar sabbat.

4. Ha hî a respoun̄taz d’ézhan̄ : Ann Doué béô, Aotrou galloudeg ann én̄v eo, en deûz gourc’hémennet lida ar seizved deiz.

5. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha mé ivé a zô galloudek war ann douar, hag é c’hourc’hémennann d’é-hoc’h kémérout ann armou, ha sévéni kéfridiou ar roué. Koulskoudé na hellaz két sévéni hé zézô :

6. Râk Nikanor, enn hé rôgôni brâz, en doa lékéat enn hé benn sével eunn arouéz gan̄d diwiskou Judas.

7. Hôgen Makabéus a c’hédé bépred gan̄d eur fisian̄s vrâz, é tigazché Doué hé skoazel d’ézhan̄.

8. Hag hen̄ a erbédé hé dûd na vijen̄t két spoun̄tet gan̄d donédigez ar brôadou-zé ; hôgen ma teûjé da goun d’ézhô eûz ar skoazellou a oa deûet d’ézhô digan̄d ann én̄v, ha ma c’hédchen̄t bréma pénaoz ann Holl-c’halloudek a rôjé ar gounid d’ézhô.

9. Hag ô véza kélennet anézhô hervez al lézen hag ar broféded, ha gréat méneg eûz ann emgannou hô doa gouzan̄vet ken̄t, é lékéaz da zével enn-hô eur béôder névez.

10. Ha goudé m’en doé ével-sé tommet hô c’haloun, é tiskouézaz d’ézho enn hévéleb amzer trubardérez ar brôadou, ha terrdigez hô léou.

11. Pép-hini anézhô a armaz, nann gan̄t tirennou ha darédou, hôgen gan̄t lavariou mâd, ha gan̄t erbédennou ; hag é rôaz da anaout d’ézhô eur wélédigez kréduz en doa bét enn huvré, hag hô laouénaaz holl.

12. Ha chétu ar wélédigez-zé : Hén̄ a venné d’ézhan̄ ma wélé Onias, péhini a oa bét bélek-brâz, dén mâd ha kûn̄, poellek enn hé zell, ha poellek enn hé vuézégez, dudiuz enn hé lavar, douget d’ar furnez adaleg hé vugaléac’h, péhini a astenné hé zaouarn, hag a bédé évid holl bobl ar Iuzevien :

13. Ha ma wélaz goudé-zé eunn dén all, énoruz gan̄d hé oad ha gan̄d hé c’hloar, ha war hé drô eur meûrded brâz :

14. Ha pénaoz Onias a lavaraz : Hé-man̄ eo miñoun hé vreûdeûr ha pobl Israel ; hé-man̄ eo Jérémias profed Doué, péhini a béd kalz évid ar bobl-zé, hag évid ann holl géar zan̄tel :

15. Pénaoz en doa Jérémias astennet hé zourn, hag en doa rôet da Judas eur c’hlézé aour, ô lavarout :

16. Kémer ar c’hlézé san̄tel-man̄ ével eur rô digan̄t Doué, gan̄t péhini é tiskari énébourien va fobl a Israel.

17. Ken̄traouet éta gan̄t lavariou Judas, péré a oa mâd évit sevel ann ners, hag évid tomma kaloun ann dûd-iaouan̄k, é kémerchon̄t ann dézô da stourmi ha da vrézélékaat stard, évit ma teûjé hô ners da rei penn d’ar brézel ; ô véza ma oa ar géar zan̄tel hag ann templ enn eur gwall brâz.

18. Râk distéroc’h é oa hô en̄krez évid hô gragez hag hô bugalé, hag hô breûdeûr, hag hô c’héren̄t ; hôgen hô c’hen̄ta hag hô brasa préder a oa évit san̄télez ann templ.

19. Ar ré a choumé er géar a oa ivé néc’het-brâz enn abek d’ar ré a dlié mon̄d d’ann emgann.

20. Ha pa édo ann holl war c’héd eûz ar péz a hellé da c’hoarvézout, ma édo ann énébourien dira-z-hô, ann armé daré da stourmi, ann olifan̄ted hag ar varc’heien ren̄ket el léac’h déréata,

21. Makabéus oc’h arvesti al lôd brâz a dûd a zeûé d’hé diarbenna, ar skéd eûz a gémen̄t a armou dishen̄ve], ha fervder al loéned, a astennaz hé zaouarn étrézég ann én̄v, hag a bédaz ann Aotrou, péhini a râ burzudou, péhini a rô ar gounid d’ar ré zellézéka, nann diouc’h galloud ann armou, hôgen ével ma kar.

22. Ével-henn éta é lavaraz enn hé bédenn : Té eo, Aotrou, éc’h eûz kaset da éal dindân Ézékias roué Juda, hag éc’h eûz lazet pemp mil ha naô-ugen̄t mil dén eûz a armé Sennachérib.

23. Kâs ivé éta bréma enn hor raok da éal mâd, ô Aotrou ann én̄vou, évit ma tiskouézo ar spoun̄t hag ar zaouzan eûz a ners da vréac’h.

24. Évit ma vézô spoun̄tet ar ré a zeû gan̄t gwall gomsiou da stourmi oud da hanô san̄tel. Ével-sé é peûr-bédaz.

25. Koulskoudé Nikanor hag ar ré a oa gan̄t-han̄, a dôstéé diouc’h son ar c’horniou ha trouz ar c’hanaouennou.

26. Hôgen Judas hag ar ré a oa gan̄t-han̄, goudé béza galvet skoazel Doué, a stourmé gan̄d hô fédennou.

27. Enn eur stourmi gan̄d hô dourn, é péden̄t ann Aotrou enn hô c’haloun ; hag é lazchon̄t pemp mil dén ha trégon̄t, leûn a lévénez eûz a vézan̄s Doué.

28. Pa oé éhanet ann emgann, ha pa zistrôen̄t gan̄t lévénez, éc’h anavézchon̄t pénaoz Nikanor a oa kouézet marô dindân hé armou.

29. Neûzé gan̄d eur garm brâz, hag é-kreiz kemmesk ar mouésiou, é veûlchon̄t ann Aotrou Holl-c’halloudek é iéz hô brô.

30. Judas péhini a oa daré bépréd a gorf hag a spéred da rei hé vuez évid hé genvrôiz, a c’hourc’hémennaz ma vijé trouc’het penn Nikanor, hag hé zourn gan̄d hé skoaz, ha ma vijen̄t kaset da Jéruzalem.

31. Pa oé deûet dî, é strollaz war-harz ann aoter hé genvrôiz hag ar véleien, hag é c’halvaz ivé ar ré a oa er c’hré.

32. Ha goudé béza diskouézet d’ézhô penn Nikanor, hag ar gwall zourn en doa astennet a-énep tî san̄tel Doué Holl-c’halloudek, gan̄t kémen̄d a rôgen̄tez hag a herder,

33. É c’hourc’hémennaz ma vijé ivé trouc’het a dammouigou téôd ar fallagr Nikanor, ha ma vijé rôet d’ann evned ; ha ma vijé lékéat dourn ann dén diboell-zé a-zispiḻ é-tâl ann templ.

34. Holl é vennigchon̄t Aotrou ann én̄v, ô lâvarout : Benniget ra vézô ann hini en deûz miret dizaotr hé dempl.

35. Penn Nikanor a lékéaz é lein ar c’hré, évit ma vijé da arouéz anat eûz a skoazel Doué.

36. Eul lézen a oé gréat gan̄t grâd-vâd ann holl, évit na vijé két tréménet ann deiz-zé hép lîd ;

37. Hôgen ma vijé lidet enn trizékved eûz ar mîz hanvet Adar é iéz ar Siria, derc’hen̄t deiz Mardokéus.

38. Chétu éta divez Nikanor, goudé marô péhini ann Hébréed a berc’hennaz ar géar zan̄tel. Ha dré-zé é rôinn penn ivé d’am danével.

39. Mar d-eo mâd, hag ével ma téré oud ann histor, eo ével ma karann : hôgen ma né két delliduz a-walc’h, war-n-oun eo é tléeur hé deûrel.

40. Râg ével na gaveur két mâd éva bépréd gwîn, pé éva bépréd dour, hôgen ma kaveur gwelloc’h éva eûz anézhô péb eil trô : ével-se eul lavar na vijé két hétuz da eul lenner, ma vijé bépréd reiz. Aman̄ éta é vézô va feûr-brézeg.




DIVEZ.