Bibl/Levr Malac’hias
1. Béac’h gér ann Aotrou da Israel dré zourn Malac’hias.
2. Hô karet em eûz, émé ann Aotrou, hag hoc’h eûz lavaret : É pétrâ éc’h eûz-té hor c’haret ? Ésau hag hén̄ né oa két breûr da Jakob, émé ann Aotrou ? ha koulskoudé em eûz karet Jakob,
3. Hag em eûz kaséet Ésau, hag em eûz lékéat hé vénésiou da eunn distrô, ha rôet hé zigwéz da éréven̄t ann distrô.
4. Ma lavar ann Iduméa : Disman̄tret omb bét, hôgen nî a zistrôi hag a assavô ar péz a zô bét disman̄tret : ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Hî a zavô, ha mé a ziskarô ; hag hî a vézô galvet harzou ar fallagriez, hag ar bobl out péhini eo buanékéet ann Aotrou da-vikenn.
5. Hag hô taoulagad a wélô, hag é léverrot : Ra vézô meûlet ann Aotrou war harzou Israel.
6. Ar mâb a énor hé dâd, hag ar mével a zouj hé vestr : mar d-ounn éta tâd, péléac’h éma va énor ? ha mar d-ounn mestr, péléac’h éma va douj ? émé Aotrou ann arméou, d’é-hoc’h-hu, béleien, péré a zispriz va hanô, hag a lavar : É pétrâ hon eûz-ni disprizet da hanô ?
7. Kenniga a rît war va aoter bara saotret, hag é livirit : É pétrâ hon eûz-ni da zaotret ? Enn abek ma hoc’h eûz lavaret : Disprizet eo taol ann Aotrou.
8. Mar kennigit eul loen dall évit béza lazet, ha né két eunn drouk ? mar kennigit eul loen gamm pé glan̄v, ha né két eunn drouk ? Kennig-hén̄ d’as dûg, évit gwélout, ma hétô d’ézhan̄, ha ma vézi digéméret mâd gan̄t-han̄, émé Aotrou ann arméou.
9. Pédit éta breman̄, dirâg ann Aotrou, m’en dévézo truez ouz-hoc’h (râg gan̄d hô tourn eo bét gréat kémen̄t-sé), ha m’hô tigémérô mâd, émé Aotrou ann arméou.
10. Piou ac’hanoc’h a zerr ann ôriou, hag a c’houéz ann tân war va aoter évit nétrâ ? N’éma két va ioul enn-hoc’h, émé Aotrou ann arméou : ha na zigémérinn két a c’hôbr eûz hô taouarn.
11. Râg adaleg ar sâv-héol bétég ar c’hûs-héol, eo brâz va hanô é-touez ar brôadou : hag é pép léac’h é réeur sakrifisou d’in, hag é kennigeur d’am hanô eur c’hennig glân : ô véza ma eo brâz va hanô é-touez ar brôadou, émé Aotrou ann arméou.
12. Hôgen c’houi hoc’h eûz hé zaotret, pa livirit : Taol ann Aotrou a zô saotret ; hag ar péz a lékéeur war-n-ézhi a zô disprizuz, gan̄d ann tân a zev anézhan̄.
13. Hag é livirit : Chétu eûz hol labour, hag é c’houézit war-n-ézhan̄, émé Aotrou ann arméou ; hag hoc’h eûz digaset eûz hô preiz eul loen gamm pé glañv, hag hoc’h eûz hé c’henniget e gôbr : hag hé digémérout a rinn-mé eûz hô tourn, émé ann Aotrou ?
14. Milliget ra vézô ann dén touelluz, péhini en deûz enn hé dropel eul loen gré, ha pa ra eur gwéstl, a lâz unan glan̄v d’ann Aotrou : râg eur roué brâz ounn, émé Aotrou ann arméou, ha va hanô a zô doujuz é-touez ar broadou.
l. Ha bréman̄ d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, ô béleien.
2. Ma na fell két d’é-hoc’h sélaoui, ha ma na fell két d’é-hoc’h poelladi hô kaloun, évit rei gloar d’am hanô, émé Aotrou ann arméou ; é kasinn ann diénez enn hô touez, hag é villiginn hô pennosiou ; hag é villiginn anézhô, ô véza n’hoc’h eûz két poelladet hô kaloun.
3. Chétu mé a daolô d’é-hoc’h ar skoaz, hag é fenninn war hô tremm teil hô lidou ; hag hén̄ en em stagô ouz-hoc’h.
4. Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé em eûz kaset d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, évit ma vijé va c’hévrédigez gan̄t Lévi, émé Aotrou ann arméou.
5. Gréat em eûz gan̄t-han̄ eur gévrédigez a vuez hag a béoc’h : hag em eûz rôet d’ézhan̄ ann douj, hag hén̄ en deûz va doujet, hag a gréné dirâk va hanô.
6. Lézen ar wirionez a zô bét enn hé c’hénou, hag ar fallagriez né két bét kavet war hé vuzellou : er péoc’h hag enn eunnder en deûz baléet gan-én̄, ha meûr a hini en deûz distrôet eûz ar fallagriez.
7. Râk muzellou ar bélek a virô ar wiziégez, hag enn hé c’hénou é vézô klasket al lézen ; ô véza ma eo éal Aotrou ann arméou.
8. Hôgen c’houi a zô distrôet diwar ann hen̄t, hag oc’h bét da wall-skouér da veûr a hini diwar-benn al lézen : kaset hoc’h eûz da-gét kévrédigez Lévi, émé Aotrou ann arméou.
9. Râk-sé em eûz hô lékéat da véza displed ha disléber dirâg ann holl boblou, ô véza n’hoc’h eûz két miret va hen̄chou, ha n’oc’h két bét diazaouez el lézen.
10. Ha n’hon eûz-ni két holl eunn hévélep tâd ? ha né két eunn hévélep Doué en deûz hor c’hrouet ? Pérâg éta pép-hini ac’hanomp a zispriz hé vreûr, ô terri kévrédigez hon tadou ?
11. Juda en deûz torret al lézen, hag ann argarzidigez a zô bét c’hoarvézet é Israel hag é Jéruzalem : ô véza ma en deûz Juda saotret ar bobl gwéstlet d’ann Aotrou, hag a garé kemen̄t, ô kémérout da c’hrég merc’h eunn doué a-ziavéaz.
12. Ann Aotrou a gollô ann dén en dévézô gréat kémen̄t-sé, ar mestr pé ann diskibl eûz a deltou Jakob, hag ann hini a gennigô rôou da Aotrou ann arméou.
13. Ha c’hoaz hoc’h eûz gréat ann dra-man̄ : gôlôet hoc’h eûz aoter ann Aotrou a zaérou, a geinvan, hag a c’harm ; enn hévélep doaré na zellinn mui oud hô sakrifisou, ha na zigémérinn két évid en em habaskaat ar péz a zeûi eûz hô taouarn.
14. Ha c’houi hoc’h eûz lavaret : Dré bé abek ? enn abek ma eo bét tést ann Aotrou étré té ha grég da iaouan̄ktiz, éc’h eûz disprizet : hag hi a oa da gréven d’id, ha grég da gévrédigez.
15. Ha né két eunn hévéleb hini en deûz hô kréat, ha n’oc’h-hu két dilerc’h hé c’houéz ? Ha pétrâ a glask-hen̄, néméd hâd Doué ? Mirid éta hô spéred, ha na zisprizit két grég hô iaouan̄ktiz.
16. Pa gasai anézhi, kâs-hi kuît, émé ann Aotrou, Doué Israel : hôgen ar fallagriez a c’hôlôi hé wisk, émé Aotrou ann arméou : mirit hô spéred, ha na zisprizit két.
17. Héget hoc’h eûz ann Aotrou gan̄d hô komsiou : ha c’houi hoc’h eûz lavaret : Kémen̄d hini a râ droug, a zô mâd dirâg ann Aotrou ; hag hî a zô hétuz d’ézhan̄ ével-sé : anéz, péléac’h éma Doué ar varn ?
1. Chétu mé a gâs va éal, péhini a aozô ann hen̄t dirâk va dremm. Ha râk-tâl é teûi enn hé dempl ann trec’her a glaskit, hag éal ar gévrédigez a vennit. Chétu é teû, émé Aotrou ann arméou.
2. Hôgen piou a hellô menna é deiz hé zonédigez, ha piou a choumô enn hé zâ évid hé wélout ? Râg hén̄ a vézô ével tân ann teûzer, hag ével louzaouenn-ar-c’homm.
3. Hag hén̄ a azézô ével ann hini a deûz hag a c’hlân ann arc’han̄t : glana a rai bugalé Lévi, hag hô lakai da véza skléar ével ann aour hag ann arc’han̄t ; hag hî a gennigo sakrifisou d’ann Aotrou er reizded.
4. Ha sakrifiz Juda ha Jéruzalem a vézô hétuz d’ann Aotrou, ével enn deisiou ken̄t, hag ével er bloavésiou kôz.
5. Ha mé a dôstai ouz-hoc’h é barn, hag a hastô da véza tést a-éneb ann drubarded, hag ann avoultrerien, hag ar ré a dorr hô lé ; a-éneb ar ré a zinac’h gôbr ar gôpraer, a-éneb ar ré a vâc’h ann in̄tân̄vézed, ann emzivaded, hag ann diavésidi, ha na zoujon̄t két ac’hanoun, émé Aotrou ann arméou.
6. Râk mé eo ann Aotrou, ha na drôann két : ha c’houi, bugalé Jakob, n’oc’h két bét bévézet.
7. Adalek deisiou hô tadou oc’h pelléet eûz va lézennou, ha n’hoc’h eûz két hô miret. Distroit ouz-in, ha mé a zistroi ouz-hoc’h, émé Aotrou ann arméou. Hôgen c’houi a lavar : É pétrâ é tistrôimp-ni ?
8. Mar teû eunn dén da héga Doué, pérâg é hégit-hu ac’hanoun ? Ha c’houi a lavar : É pétrâ é hégomp-ni ac’hanod ? Enn déogou hag er préveûdiou.
9. Milliget oc’h enn diénez, ô véza ma hoc’h eûz holl va héget.
10. Digasit ann holl zéogou em soliérou évit ma vézô boéd em zî, ha va arnodit war gémen̄t-sé, émé ann Aotrou, ma na zigorinn két d’é-hoc’h paliou ann én̄v, ha ma na skuḻinn két va bennoz war-n-hoc’h gan̄t founder.
11. Gourdrouza a rinn ann amprévaned krinuz, ha na vévézinn két frouez hô touar : na vézô két difrouez ar winien enn hô mésiou, émé Aotrou ann arméou.
12. Hag ann holl vrôadou hô kalvô tûd gwenvidik : râg hô touar a vézô eunn douar dudiuz, émé Aotrou ann arméou.
13. Paotta a râ hô keriou em énep, émé ann Aotrou.
14. Ha c’houi a lavar : Pétrâ hon eûz-ni lavaret enn da énep ? Lavaret hoc’h eûz : Didalvoudégez eo servicha Doué : péléac’h éma hor gounid évit béza miret hé c’hourc’hémennou, hag évit béza baléet gan̄d doan dirâg Aotrou ann arméou ?
15. Bréma éta na c’halvimp gwenvidik néméd ar ré rôk : râg hî a zô savet oc’h ôber fallagriez : temptet hô deûz Doué, hag hî a zô bét gwarézet.
16. Neûzé ar ré a zouj ann Aotrou hô deûz komzet ann eil oud égilé : hag ann Aotrou en deûz lékéat évez, hag en deûz sélaouet : hag hen̄ en deûz skrivet eul levr da én̄vor dira-z-han̄, é gounid ar ré a zouj ann Aotrou, hag a venn enn hé hanô.
17. Hag hî a vézô d’in da duoni, émé Aotrou ann arméou, enn deiz a rinn : ha mé hô zrugarézo, ével ma trugarez eunn dén hé vâb a zervich anézhan̄.
18. Hag é tistrôot, hag é wélot pétrâ a zô étré ann dén reiz hag ann dén direiz, hag étré ann hini a zervich Doué, hag ann hini n’hé zervich két.
1. Râk chétu é teûi eunn deiz hag a loskô ével eur fourn : hag ann holl ré valc’h, hag ann holl ré fallagr a vézô ével kôlô : hag ann deiz-zé da zon̄t a loskô anézhô, émé Aotrou ann arméou, hép lézel gan̄t-hô na gwenn, na grisien.
2. Hôgen ann héol a reizded a zavô évid-hoc’h, c’houi péré a zouj va hanô, hag ar zilvidigez a géfot dindân hé ziou-askel : ha c’houi a zeûi er-méaz, hag a zaḻô ével leûé eunn tropel.
3. Ha c’houi a vac’hô ar ré fallagr, pa vézin̄t deûet da ludu dindân kaloun hô treid, enn deiz a rinn, émé Aotrou ann arméou.
4. Hô pézet koun eûz a lézen Moizes va zervicher, em eûz gourc’hémennet d’ézhan̄ é Horeb, évit kâs da Israel holl va c’hélennou ha va barnédigézou.
5. Chétu mé a gasô d’é-hoc’h Élias ar profed, abarz ma teûi deiz braz hag eûzuz ann Aotrou.
6. Hag hén̄ a drôi kaloun ann tadou oud hô bugalé, ha kaloun ar vugalé oud hô zadou ; gan̄d aoun na zeûfenn, ha na skôfenn ann douar a valloz.