Bibl/Levr Zac’harias
1. Enn eizved mîz, enn eil vloaz eûz ar roué Darius, é teûaz gér ann Aotrou da Zac’harias mâb Barac’hias, mâb Addo, ar profed, ô lavarout :
2. Drouk brâz a zo bét savet enn Aotrou oud hô tadou.
3. Hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Distrôit ouz-in, émé Aotrou ann arméou, ha mé a zistrôi ouz-hoc’h, émé Aotrou ann arméou.
4. Na vézit két ével hô tadou, out péré é c’harmé ar broféded kén̄t, ô lavarout : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Distrôit diouc’h hô kwall hen̄chou, ha diouc’h hô ménosiou drouk : hôgen n’hô deûz két va zélaouet, ha n’hô deûz két lékéat évez ouz-in, émé ann Aotrou.
5. Péléac’h éma hô tadou ? ar broféded, hag hî a vévô bépréd ?
6. Koulskoudé hô tadou, ha n’hô deûs-hi két anavézet ar wirionez eûz va geriou hag eûz va c’hélennou, em boa gourc’hemennet d’ézhô dré va zervicherien ar broféded ; ha n’in̄t-hi két distrôet, ha n’hô deûs-hi két lavaret : Ével ma en deûz mennet Aotrou ann arméou é rajé d’é-omp hervez hon hen̄chou, hag hervez hon ôberiou, en deûz gréat d’é-omp ?
7. Er pévaré war-n-ugen̄t eûz ann unnékved mîz, hanvet mîz sabat, é eil vloaz Darius, é teûaz gér ann Aotrou da Zac’harias mâb Barac’hias, mâb Addo, ar profed, ô lavarout :
8. Ha mé am boé eur wélédigez a-zoug ann nôz : ha chétu eunn dén piñet war eur marc’h gell, hag hén̄ a oa arzaôet é-touez ar gwéz mirta, a oa enn eul léac’h doun : ha war hé lerc’h éz oa kézég gell, ha brîz, ha gwenn.
9. Ha mé a lavaraz : Va aotrou, pétrâ eo ar ré-man̄ ? Hag ann éal péhini a gomzé enn-oun, a lavaraz d’in : Mé a ziskouézô d’id pétrâ eo ar ré-zé.
10. Hag ann hini a oa enn hé zâ é-touez ar gwéz mirta, a gomzaz, hag a lavaraz : Ar ré-zé eo ar ré en deûz kaset ann Aotrou évit kerzout dré ann douar holl.
11. Hag hî a gomzaz oud éal ann Aotrou, a oa enn hé zâ é-touez ar gwéz mirta, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kerzet hon eûz dré ann douar holl ; ha chétu ann douar holl a zô gôlôet a dûd, hag é péoc’h.
12. Hag éal ann Aotrou a gomzaz, hag a lavaraz : Aotrou ann arméou, bété pégeit n’az pézô két a druez out Jéruzalem, hag out keriou Juda, out péré eo savet da zrouk ? Hé-man̄ eo dijâ ann dékved bloaz ha tri-ugen̄t.
13. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ann éal a gomzé enn-oun, geriou mâd, geriou fréalzuz.
14. Hag ann éal a gomzé enn-oun, a lavaraz d’in : Garm, ô lavarout : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Eunn oaz brâz em eûz évit Jéruzalem hag évit Sion.
15. Hag eunn drouk brâz a zô savet enn-oun a-éneb ar brôadou galloudek ; râk pa na oa savet néméd eunn drouk bihan enn-oun, hî hô deûz gréat kalz a zrouk dézhô.
16. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Distrei a rinn da Jéruzalem gan̄t trugarézou : va zî a vézô savet enn-hi, émé Aotrou ann arméou, hag al linen a vézô astennet war Jéruzalem.
17. Garm c’hoaz, ô lavarout : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Va c’heriou a vézô c’hoaz leûn a vadou : hag ann Aotrou a fréalzô c’hoaz Sion, hag a zilennô c’hoaz Jéruzalem.
18. Ha mé a zavaz va daoulagad, hag a wélaz : ha chétu pevar c’horn.
19. Ha mé a lavaraz d’ann éal a gomzé enn-oun : Pétrâ eo ar ré-zé ? Hag hen̄ a lavaraz d’in : Ar ré-zé eo ar c’herniel hô deûz gwen̄tet Juda, hag Israel, ha Jéruzalem.
20. Hag ann Aotrou a ziskouézaz d’in pevar ôberour.
21. Ha mé a lavaraz : Pétrâ a zeû ar ré-man̄ da ôber ? Hag hen̄ a gomzaz, ô lavarout : Ar ré-zé eo ar c’herniel hô deûz gwen̄tet holl dûd Juda, hag hini anézhô na zâv hé benn : hag ar ré-man̄ a zô deûet évid hô spoun̄ta, hag évid diskara kerniel ar brôadou, péré hô deûz savet hô c’herniel war vrô Juda évid hé skiña.
1. Ha mé a zavaz va daoulagad, hag a wélaz : ha chétu eunn dén, hag enn hé zourn eul linen ven̄t.
2. Ha mé a lavaraz : M’az éz-té ? Hag hén̄ a lavaraz d’in : Da ven̄ta Jéruzalem, évit gwélout a bé héd eo, hag a bé léd eo.
3. Ha chétu ann éal a gomzé enn-oun a iéaz er-méaz, hag eunn éal all a iéaz er-méaz évid hé ziambrouga.
4. Hag hen a lavaraz d’ézhan̄ : Réd ha komz oud ar paotr-iaouan̄k-zé, ô lavarout : Divur é choumô Jéruzalem, enn abek d’al lôd brâz a dûd hag a loéned a vézô enn-hi.
5. Ha mé a vézô évit-hi eur vur a dân war hé zrô ; hag é vézinn da c’hloar enn hé c’hreiz.
6. O, ô ! didec’hit eûz a vrô ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou : ô véza m’am boa hô skiñet war-zû péder avel ann én̄v, émé ann Aotrou.
7. O Sion, tec’h, té péhini a choum gan̄t merc’h Babilon.
8. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Goudé ar c’hloar, en deûz va c’haset étrézég ar brôadou péré hô deûz hô tibourc’het : râk piou-bennâg a stok ouz-hoc’h, a stok out mâb hé lagad.
9. Râk chétu mé a zavô va dourn war-n-ézhô, hag hî a vézô da breiz d’ar ré a oa da sklaved d’ézhô : ha c’houi a anavézô pénaoz Aotrou ann arméou en deûz va c’haset.
10. Kân, hag en em laouéna, merc’h Sion : râk chétu é teuann, hag é chouminn enn da greiz, émé ann Aotrou.
11. Enn deiz-zé kalz brôadou en em stagô oud ann Aotrou, hag a vézô da bobl d’in ; ha mé a choumô enn da greiz ; hag é wézi pénaoz Aotrou ann arméou en deûz va c’haset étrézég enn-od.
12. Hag ann Aotrou a berc’hennô Juda ével hé lôd enn douar san̄télet : hag hen̄ a zilennô c’hoaz Jéruzalem.
13. Ra davô pép kîk dirâg ann Aotrou : râk savet eo eûz hé di san̄tel.
1. Hag ann Aotrou a zizkouézaz d’in Jésus ar bélek-brâz a oa enn hé zâ dirâg éal ann Aotrou : ha Satan a oa enn hé zâ enn tu déou d’ézhan̄ évid énébi out-han̄.
2. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan : Ra gélenno ann Aotrou ac’hanod, Satan ; ra gélennô ann Aotrou ac’hanod, hen̄ péhini en deûz dilennet Jéruzalem, ha né két hennez ann étéô a zô bét tennet eûz ann tân ?
3. Ha Jésus a oa gwisket gand diḻad louz, hag a oa enn hé zâ dirag ann éal.
4. Hag ann éal a gomzaz oud ar ré a oa enn hô zâ dira-z-han̄, ô lavarout : Tennit d’ézhan̄ hé ziḻad louz. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu mé em eûz tennet da fallagriez diouz-id, hag em eûz gwisket d’id diḻad nevez.
5. Hag hén̄ a lavaraz ivé : Likiid eur mitr kaer war hé benn. Hag hî a lékéaz eur mitr kaer war hé benn, hag a wiskaz d’ézhan̄ diḻad nevez : hag éal ann Aotrou a oa enn hé zâ.
6. Hag éal ann Aotrou a rôaz ann desténi-man̄ da Jésus, ô lavarout :
7. Ével-henn é lavar Aotrou ann armeou : Mar baléez em hen̄chou, ha mar mirez va gourc’hémennou, té a varnô ivé va zî, hag a virô va forchédou : ha mé a rôi did lôd eûz ar ré a zô aman̄ enn hô zâ évit baléa gan-éz.
8. Sélaou, Jésus ar bélek-brâz, té ha da viñouned, a zô aman̄ dira-z-od, ô véza ma in̄t tûd a ziougan : râk chétu mé a zigasô va zervicher ar sav-héol.
9. Rak chétu ar méan em eûz lékéat dirak Jésus : war eur méan hép-kén éz eûz seiz lagad : chétu mé hé gizellô va-unan ; hag é laminn fallagriez ann douar-zé enn eunn dervez.
10. Enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, pép-hini a c’halvô hé viñoun dindân hé winien, ha dindân hé wézen-fiez.
1. Hag ann éal a gomzé enn-oun a zistroaz, hag a zihunaz ac’hanoun, ével eunn dén a zihuneur eûz hé gousk.
2. Hag hén a lavaraz d’in : Pétrâ a wélez ? Ha mé a lavaraz : Chétu mé a wél eur c’han̄toler aour holl, hag eur c’hleûzeûr war hé benn, ha seiz kleûzeûr war hé vran̄kou, ha seiz kan évid ar c’hleûzeûriou a zô war ar c’han̄toler.
3. Ha diou wézen-olived dreist-hen̄, unan a zéou d’ar c’hleûzeûr, hag eunn all a gleiz d’ézhan̄.
4. Ha mé a gomzaz oud ann éal a gomzé enn-oun, ô lavarout : Pétrâ eo ar ré-zé, va aotrou ?
5. Hag ann éal a gomzé enn-oun a respoun̄taz, hag a lavaraz din : Ha na ouzoud-dé két pétrâ eo ar ré-zé ? Ha mé a lavaraz : Na ouzoun két, va aotrou.
6. Hag hén̄ a gomzaz ouz-in, ô lavarout : Hé-man̄ eo gér ann Aotrou da Zorobabel, ô lavarout : Na dré eunn armé, na dré ann ners, hogen dré va spéred, émé Aotrou ann arméou.
7. Piou oud-hé, ménez brâz, dirâk Zorobabel ? Kompézet é vézi : hag hén̄ a dennô ar penn méan, hag a geido ar c’haerded oud ar c’haerded.
8. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :
9. Daouarn Zorobabel hô deûz diazézet ann ti-man̄, hag hé zaouarn hé beûr-c’hrai : ha c’houi a wézô pénaoz aotrou ann arméou en deûz va c’haset étrézég enn-hoc’h.
10. Râk piou a zispriz ann deisiou bihan ? hî en em laouénai, hag a wélô ar méan stéan é dourn Zorobabel. Ar seiz-zé eo seiz lagad ann Aotrou, péré a réd dré ann douar holl.
11. Ha mé a gomzaz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ eo ann diou wézen-olived-zé, a zô enn tu déou d’ar c’han̄toler, hag enn tu kleiz d’ézhan̄ ?
12. Ha mé a gomzaz eunn eil wéach, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ eo ann diou vôden gwéz-olived, a zô oud ann daou vég aour, é péré éma ar c’haniou aour dré béré é réd ann éôl ?
13. Hag hén̄ a gomzaz ouz-in, ô lavarout : Ha na ouzoud-dé két pétrâ eo ar ré-zé ? Ha mé a lavaraz : Na ouzoun két, va aotrou.
14. Hag hén̄ a lavaraz din : Ar ré-zé eo ann daou vab éôliet a zô savet dirâk trec’her ann douar holl.
1. Ha mé a drôaz, hag a zavaz va daoulagad : ha chétu é wéliz eul levr-rollet hag a niché.
2. Hag ann éal a lavaraz d’in : Pétrâ a wélez-dé ? Ha mé a lavaraz : Mé a wél eul levr-rollet hag a nîch ; eûz a ugen̄t ilinad a héd, hag eûz a zég ilinad a léd.
3. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Ar valloz eo a zô deûet er-méaz war c’horré ann douar holl : râk pép laer a vézô barnet, ével ma eo skrivet enn-han̄ : ha pép touer a vézô barnet ivé diout-han̄.
4. Hé zigas a rinn, émé Aotrou ann arméou : hag hén̄ a zeûi é tî al laer, hag é tî ann hini a dou é gaou em hanô : hag hen̄ a choumô é kreiz hé dî, hag é vévézô anézhan̄, hag hé goat, hag hé vein.
5. Hag ann éal a gomzé enn-oun a iéaz er-méaz, hag a lavaraz d’in : Saô da zaoulagad, ha gwél pétrâ eo ann dra-zé a ia er-méaz.
6. Ha mé a lavaraz : Pétrâ eo ? Hag hen̄ a lavaraz : Eur pôd a ia â er-méaz. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : hô lagad eo enn douar holl.
7. Ha chétu é oé douget eur poéz ploum, ha chétu eur c’hrég a oa azézet é-kreiz ar pôd.
8. Hag hen̄ a lavaraz : Houn-nez eo ar fallagriez. Hag hén̄ a daolaz anézhi é-kreiz ar pôd, hag a lékéaz ar poéz ploum war hé c’hénou-hén̄.
9. Ha mé a zavaz va daoulagad, hag a zellaz : ha chétu diou c’hrég a zeûaz er-méaz ; hag ann avel a c’houézé enn hô diou-askel ; râk diou-askel hô doa ével diou-askel skoul : hag hi a c’horrôaz ar pôd étré ann douar hag ann én̄v.
10. Ha mé a lavaraz d’ann éal a gomzé enn-oun : Péléac’h é tougon̄t-hi ar pôd ?
11. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Évit ma vézô savet eunn tî d’ézhan̄ é brô Sennaar, ma vézô startéet, ha lékéat énô war hé ziazez hé-unan.
1. Ha mé a drôaz, hag a zavaz va daoulagad, hag a zellaz : ha chétu pevar c’harr a zeûé er-méaz eûz a greiz daou vénez : hag ar ménésiou-zé a oa ménésiou arem.
2. Oud ar c’hen̄ta karr éz oa kézeg gell, hag oud ann eil karr kézek dû.
3. Hag oud ann trédé karr kézeg gwenn, hag oud ar pevaré karr kézek brîz, ha kré.
4. Ha mé a gomzaz, hag a lavaraz d’ann éal a gomzé enn-oun : Pétrâ eo ar ré-zé, va aotrou ?
5. Hag ann éal a respoun̄taz, hag a lavaraz d’in : Ar ré-zé eo ar péder avel ann én̄v, a ia er-méaz, évit sével dirâk trec’her ann douar holl.
6. Ar c’hézek dû a iéaz er-méaz war-zû brô ann han̄ter-nôz ; hag ar ré wenn a iéaz war hô lerc’h ; hag ar ré vrîz a iéaz er-méaz war-zû brô ar c’hrésteiz.
7. Hôgen ar ré gréva anézhô a iéaz er-méaz, hag hî a glaské mon̄t ha rédek dré ann douar holl. Hag hén a lavaraz : It, ha rédit dré ann douar holl. Hag hî a rédaz dré ann douar holl.
8. Hag hén̄ a c’halvaz ac’hanoun, hag a gomzaz ouz-in, ô lavarout : Chétu ar ré a zô éat er-méaz war-zû brô ann han̄ter-nôz hô deûz lékéat da éhana va avel é brô ann han̄ter-nôz.
9. Ha gér ann Aotrou a zeûaz din, ô lavarout :
10. Kémer digan̄d ar ré a zô bét dizouget, digan̄t Holdai, digan̄t Tobias, ha digan̄d Idaias, péré a zô deuet eûz a Vabilon : ha té a zeûi enn deiz-zé, hag éz î é ti Josias mâb Sofonias.
11. Hag é kéméri aour hag arc’han̄t, hag é ri kurunennou, a likii war benn Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz ;
12. Hag é komzi out-han̄, ô lavarout : Ével-henn é komz Aotrou ann arméou, ô lavarout : Chétu ann dén a zô hanvet ar sav-héol : anézhan̄ hé-unan é vézô ganet, hag hén̄ a zavô eunn templ d’ann Aotrou.
13. Sével a rai eunn templ d’ann Aotrou : hag hén̄ a zougô ar c’hloar, hag a azézô, hag a aotrouniô war hé drôn : ar bélek a vézô ivé war hé drôn, hag eur c’huzul a béoc’h a vézô étré-z-hô hô daou.
14. Ar c’hurunennou-zé rôet gan̄d Hélem, gan̄t Tobias, gan̄d Idaias, ha gan̄t Hem mâb Sofonias, a vézô da én̄vor é templ ann Aotrou.
15. Hag ar ré a zô pell a zeûi, hag a zavô gan-é-hoc’h templ ann Aotrou : ha c’houi a wézô pénaoz Aotrou ann arméou en deûz va c’haset étrézég enn-hoc’h. Hôgen kémen̄t-sé a vézô, mar sélaouit mouéz ann Aotrou hô Toué.
1. Er pevaré bloaz eûz ar roué Darius, é teûaz gér ann Aotrou da Zac’harias, er pevaré deiz eûz ann naved mîz, hanvet Kasleu ;
2. Pa gasaz Sarasar, ha Rogommelech, hag ann dûd a oa gan̄t-han̄, da di Doué, évit pédi dirâg ann Aotrou.
3. Évit komza out béleien tî Aotrou ann arméou, hag oud ar broféded, ô lavarout : Ha réd eo c’hoaz d’é-omp gwéla er pempved mîz ; ha nî a dlé en em zan̄téla, ével ma hon eûz gréat a-zoug kémen̄d a vloavésiou ?
4. Neûzé gér Aotrou ann arméou a zeûaz d’in, ô lavarout :
5. Komz oud holl bobl ar vrô, hag oud ar véléien, ô lavarout : Pa hoc’h eûz iunet, ha pa hoc’h eûz gwélet er pempved hag er seizved mîz a-zoug ann dék vloaz ha trî-ugen̄t-zé, hag évid-oun eo hoc’h eûz iunet ?
6. Ha pa hoc’h eûz debret, ha pa hoc’h eûz évet, ha né két évid-hoc’h, évid-hoc’h hoc’h-unan hoc’h eûz debret, hag hoc’h eûz évet ?
7. Ha né két ar ré-zé ar geriou en deûz lavaret ann Aotrou dré c’hénou ar broféded ken̄t, pa oa c’hoaz Jéruzalem leûn a dûd, ha pa oa pinvidik, hî hag ar c’heriou war he zrô, ha pa oa leûn a dûd ar c’hrésteiz hag ar c’hompézennou ?
8. Ha gér ann Aotrou a zeûaz da Zac’harias, ô lavarout :
9. Ével-henn é komz Aotrou ann arméou, ô lavarout : Barnit hervez ar wirionez, ha ra vézô pép-hini ac’hanoc’h trugarek ha trugarézuz é-kén̄ver hé vreûr.
10. Na vac’hit nag ann in̄tan̄vez, nag ann emzivad, nag ann diavésiad, nag ar paour : ha na vennet két eunn dén a zroug enn hé galoun oud hé vreûr.
11. Hôgen né két fellet d’ézhô lakaad évez, hag hî hô deûz troet hô c’hein enn eur von̄t-kuît, hag hô deûz pounnéréet hô diskouarn évit na glevchen̄t két.
12. Hag hî hô deûz lékéat hô c’haloun ével ann diaman̄t, évit na glevchen̄t két al lézen nag ar geriou en doa kaset Aotrou ann arméou enn hé spéred dré c’hénou ar broféded ken̄t : hag eo savet eunn drouk brâz é Aotrou ann arméou.
13. Hag eo bét c’hoarvézet ével ma en deûz lavaret, hag hî n’hô deûz két sélaouet : ével-sé é c’harmin̄t, ha na zélaouinn két out-hô, émé Aotrou ann arméou.
14. Ha mé em eûz hô skiñet dré ann holl rouan̄télésiou ha na anavézin̄t két : hag ar vrô a zô bét disman̄tret enn abek d’ézhô, enn hévélep doaré n’az â, na na zeû den dre-z-hi : hag hî hô deûz trôet eur vrô dudiuz enn eunn distrô.
1. Ha gér Aotrou ann arméou a zeûaz d’in, ô lavarout :
2. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Eunn oaz brâz em eûz bét évit Sion : oaz ha droug a zô bet savet enn-oun évit-hi.
3. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Distrôet ounn out Sion, hag é chouminn é-kreiz Jéruzalem : ha Jéruzalem a vézô galvet kéar a wirionez, ha ménez Aotrou ann arméou, ar ménez san̄tel.
4. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : C’hoaz é choumô gwazed-kôz ha merc’hed-kôz é leûriou-kéar Jéruzalem ; ha tûd gand eur vaz enn ho dourn enn abek d’al lôd brâz eûz hô deisiou.
5. Hag hé leuriou-kéar a vézô leûn a baotrédigou hag a verc’hédigou a c’hoariô enn hé leûriou-kéar.
6. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Mar d-eo diez ann dra-zé enn deisiou-zé da zaoulagad dilerc’h ar bobl-zé, ha diez é vézô d’am daoulagad, émé Aotrou ann arméou ?
7. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu mé a zieûbô va fobl eûz a vrô ar sâv-héol, hag eûz a vrô ar c’hûs-héol.
8. Ha mé hô digasô, hag hî a choumô é-kreiz Jéruzalem : hag hî a vézô da bobl d’in, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô er wirionez hag er reizded.
9. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Krévait hô taouarn, c’houi péré a glev enn deisiou-man̄ ar geriou-man̄ dré c’hénou ar broféded, enn deiz é péhini eo bét diazézet tî Aotrou ann arméou, évit sével hé dempl.
10. Râg abarz ann deisiou-zé na oa két a c’hôbr évid ann dûd, nag a c’hôbr évid al loéned, ha né oa két a béoc’h évid ar ré a iéa ébarz, nag évid ar ré a iéa er-méaz, enn abek d’ann en̄krez : ha mé am boa dilézet ann dud holl ann eil oud égilé.
11. Hôgen bréman̄ na aozinn két ann dilerc’h eûz ar bobl-man̄ ével enn deisiou ken̄t, émé Aotrou ann arméou.
12. Râg hâd a béoc’h é vézô : ar winien a rôi hé frouez, ann douar a rôi hé éd, hag ann én̄vou a rôi hô glîz : ha mé a lakai ann dilerc’h eûz ar bobl-zé da berc’henna kémen̄t-sé.
13. Hag ével-henn é c’hoarvéz : Ével ma oc’h bét da valloz é-touez ar brôadou, tî Juda, ha tî Israel ; ével-sé é tieûbinn ac’hanoc’h, hag é viot da vennoz : n’hô pézet két a aoun, r’en em grévai hô taouarn.
14. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Ével ma em eûz mennet hô klac’hari, pa hô deûz hô tadou tennet war-n-ézhô va droug, émé ann Aotrou,
15. Ha n’em eûz két bét a druez ouz-hoc’h ; ével-sé ounn trôet, hag em eûz mennet enn deisiou-man̄ ôber-vâd da dî Juda, ha da Jéruzalem : n’hô pézet két a aoun.
16. Hôgen chétu aman̄ ar péz a réot : Ra lavarô pép-hini ar wirionez d’hé nésa : Barnit oud hô persier hervez ar wirionez hag ar péoc’h.
17. Na vennet hini droug enn hé galoun a-éneb hé viñoun : na garit két al léou gaou : râk kémen̄t-sé a gasaann, émé ann Aotrou.
18. Ha gér Aotrou ann arméou a zeûaz din, ô lavarout :
19. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Iûn ar pevaré mîz, ha iûn ar pempved, ha iûn ar seizved, ha iûn ann dékved a drôi évit tî Juda é dudi hag é lévénez, hag é goéliou lîd : karit hép-kén ar wirionez hag ar péoc’h.
20. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Don̄d a rai ivé ar boblou, hag é choumin̄t é kalz eûz hô kériou,
21. Ha tûd unan a iélô da gavout tûd ébén, ô lavarout : Déomp da bédi dirâg ann Aotrou, ha klaskomp Aotrou ann arméou : ha mé a iéiô ivé.
22. Don̄d a rai éta kalz poblou, ha brôadou kré da glaskout Aotrou ann arméou é Jéruzalem, ha da bédi dirâg ann Aotrou.
23. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Enn deisiou-zé dék dén eûz a béb brôad hag eûz a béb iéz, a gémérô eur Iuzeo dré benn-piḻ hé zaé, ô lavarout : Gan-é-hoc’h éz aimp : râk klevet hon eûz pénaoz éma Doué gan-é-hoc’h.
1. Béac’h gér ann Aotrou é douar Hadrac’h, hag é holl breûriézou Israel a zô trôet oud ann Aotrou.
2. Émat ivé enn hé harzou, ha Tir, ha Sidon : ô véza ma hô deûz fougéet gan̄t hô furnez.
3. Tir é deûz savet kréou évit-hi : berniet é deûz ann arc’han̄t ével poultr, hag ann aour ével fan̄k ar ruou.
4. Chétu ann Aotrou a biaouô anézhî, hag a vrévô hé ners er môr ; hag hî a vézô loun̄ket gan̄d ann tân.
5. Askalon a wélô kémen̄t-sé, hag hî é dévézô aoun ; ha Gaza ivé, hag hî é dévézô doan ; hag Akkaron ivé, hag hî é deûz kollet hé géd : ha Gaza a vézô diroué, hag Askalon didud.
6. Ann diavésiad a azézô é Azot, ha mé a ziskarô rogoni ar Filistined.
7. Ha mé a dennô hé wâd eûz hé c’hénou, hag hé argarzidigésiou eûz a greiz hé zen̄t ; hag hén̄ a vézô dilézet d’hon Doué : ével dûg é vézô é Juda, hag Akkaron ével eur Jébuséad.
8. Ha mé a lakai enn-drô d’am zî va brézélidi, péré a iélô hag a zeûi ; hag ar preizer na dréménô mui enn hô c’hreiz, ô véza ma émin̄t bréman̄ dirâk va daoulagad.
9. Trîd-kaer, merc’h Sion, en em laouéna, merc’h Jéruzalem : chétu da roué a zeû d’az kavout, hag hén reiz, ha salver : paour eo, ha piñet war eunn azénez, ha war ébeul ann azénez.
10. Dispenna a rinn kirri Éfraim, ha kézek Jéruzalem, hag ar gwarégou brézel a vézô torret : ar péoc’h a embannô é-touez ar brôadou, hag hé c’halloud a iélô eûz a eûr môr bétég ar môr all, eûz ar ster bétég harzou ann douar.
11. Té ivé dré wâd da gévrédigez éc’h eûz tennet da sklaved er-meaz eûz al lenn dizour.
12. Distrôit d’hô kréou, c’houi sklaved leûn a c’héd ; daou-gémen̄t a rôinn d’id ével m’en diouganann hiriô.
13. Steñet em eûz Juda ével eur warek, hag em eûz leûniet Éfraim : lakaad a rinn da zével da vipien, ô Sion, a-énep da vipien, ô Grésia : da lakaad a rinn ével klézé ar ré gré.
14. Ann Aotrou Doué a vézô gwélet a-ziouc’h d’ézhô ; hé zaez a iélô er-méaz ével ar foeltr ; ann Aotrou Doué a zonô gan̄d ar c’horn-boud, hag a gerzô é korventennou ar c’hrésteiz.
15. Aotrou ann arméou hô gwarézô : hag hî a loun̄ko hag a drec’hô gan̄t mein hô batalm : hî a évô hag a vézvô ével gan̄t gwîn ; leûniet é vézin̄t ével kôpou, hag ével korniou ann aoter.
16. Hag ann Aotrou hô Doué a zieûbô anézhô enn deiz-zé, ével tropel hé bobl : râg ével mein san̄tel é vézin̄t savet enn hé zouar.
17. Râk pétrâ en deûz ann Aotrou a vâd hag a gaer, német gwiniz ar ré-zilennet, hag ar gwîn a laka ar gwerc’hézed da en̄géhen̄ta.
1. Goulennit glaô digan̄d ann Aotrou enn diskar-amzer, hag ann Aotrou a lakai da gouéza erc’h, hag a rôi d’é-hoc’h glaveier brâz, ha géot é park pép-hini ac’hanoc’h.
2. Râg ann idolou hô deûz lavaret traou gwân, ann diouganérien hô deûz gwélet traou gaou, hag ann huvréerien hô deûz komzet enn-aner : enn-aner ivé hô deûz rôet hô dizoan : râk-sé eo bét kaset va fobl ével eunn tropel : glac’haret eo bet, ô véza n’en doa két a véser.
3. War ar véserien eo bét savet va frouden, hag é emwélinn ar vouc’hed : râg Aotrou ann arméou en deûz emwélet hé dropel, ti Juda ; hag hén̄ en deûz hô lékéat ével hé varc’h a fougé er brézel.
4. Anézhan̄ é teûi ar c’hoñ, anézhan̄ ar peûl, anézhan̄ ar wareg a vrézel ; anézhan̄ é teûi pép preizer kévret.
5. Hag hî a vézô ével tûd-kré péré a vâc’h fan̄k ann hen̄chou enn emgann : hag hî a vrézélékai, ô véza ma vézô ann Aotrou gan̄t-hô ; hag é tispennin̄t ar varc’heien.
6. Ken-nerza a rinn ti Juda, hag é tieûbinn ti Jozef : ha mé hô lakai da zistrei, ô véza m’am bézô truez out-hô : hag hî a vézô ével ma oan̄t abarz m’am boa hô distaolet ; râk mé eo ann Aotrou hô Doué, hag é klevinn out-hô.
7. Hag hî a vézô ével kalouneien Éfraim ; hag hô c’haloun en em laouénai ével gan̄d ar gwîn : hô mipien hé gwélô, hag en em laouénai, hag hô c’haloun a dridô enn Aotrou.
8. Hô c’houibana a rinn, hô strolla a rinn, ô véza ma em eûz hô dasprénet : hô faotta a rinn ével ma oan̄t paot ken̄t.
9. Mé hô hadô é-touez ar boblou, hag hî a bell hô dévézô koun ac’hanoun : gan̄d hô bugalé é vévin̄t, hag é tistrôin̄t.
10. Ha mé hô digasô eûz a vrô ann Éjipt, hag hô strollô eûz ann Assiria, hag hô c’hasô é brô Galaad hag al Liban ; ha na vézô két kavet a léac’h a-walc’h évit-hô.
11. Hag hen̄ a dreûzô ar striz-vôr, hag a skoi war goummou ar môr ; hag ann holl steriou a vézô kéflusket bétég ar gwéled : rogen̄tez Assur a vézô vuéléet, ha gwalen roué ann Éjipt a iélô kuît.
12. Hô c’hen-nerza a rinn enn Aotrou, hag hî a valéô enn hé hanô, émé ann Aotrou.
1. Digor da zôriou, ô Liban, ha ra vézô devet gan̄d ann tân da wéz-sedr.
2. Iouc’hit, gwéz-sapr, râg ar gwéz-sedr a zô kouézet ; râg ar ré uc’héla a zô diskaret : iouc’hit, dervenned Basan, râg ar c’hoat kré a zô trouc’het.
3. Mouéz keinvanuz ar véserien a glevann, ô véza ma eo disman̄tret hô fougé ; ha trouz iuduz al léoned, ô véza ma eo kaset-da-gét balc’hder ar Jordan.
4. Ével-henn é lavar ann Aotrou va Doué : Pask ann dén̄ved lâz,
5. Péré a lazé hô ferc’henned, hép truez é-béd, hag a werzen̄t, ô lavarout : Benniget ra vézô ann Aotrou, da binvidig omp deuet : hag hô méserien na espernen̄t két anézhô.
6. Ha mé ivé na esperninn két pelloc’h tûd ar vrô-zé, émé ann Aotrou : chétu mé a lakai ann dûd, ann eil étré daouarn égilé, hag étré daouarn hô roué : hag hî a wastô ar vrô, ha n’hô zenninn két eûz hô daouarn.
7. Râk-sé, ô péorien ann tropel, é paskinn ann dén̄ved lâz. Ha mé a géméraz diou wialen, hag é c’halviz unan anézhô ar Géned, hag é c’halviz ébén ar Gordennik : hag é paskiz ann tropel.
8. Ha mé a lazaz trî meser enn eur miz, ha va éné a zô en em strizet enn hô c’hén̄ver, ô véza ma eo bét hô éné édrô em c’hén̄ver.
9. Hag em eûz lavaret : N’hô paskinn két : ra varvô néb a varvô ; ha ra vézô lazet néb a vézô lazet ; hag eûz ann dilerc’h r’en em zebrô ann eil égilé.
10. Ha mé a géméraz va gwialen a oa galvet ar Géned, hag é torriz anézhi, évit terri ar gévrédigez em boa gréat gan̄d ann holl boblou.
11. Hag hî a oé torret enn deiz-zé : ha péorien ann tropel, péré hô doa miret va lézen, a anavézaz pénaoz é oa gér ann Aotrou.
12. Ha mé a lavaraz d’ézhô : Ma her c’havit mâd, digasit va gôbr ; anéz, list-hén̄. Hag hi a boézaz trégon̄t péz arc’han̄t évit va gôbr.
13. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Taol-hén̄ d’ar skeûdenner, ar gôbr kaer-zé, hô deûz kavet a dalienn. Ha mé a géméraz ann trégon̄t péz arc’han̄t, hag é taoliz anézhô d’ar skeûdenner é ti ann Aotrou.
14. Ha mé a dorraz va eil wialen, a oa bét galvet gan-én̄ ar Gordennik, évit diframma ar vreûdeûriez étré Juda hag Israel.
15. Hag ann Aotrou a lavaraz din : Kémer c’hoaz holl arwésiou eur meser foll.
16. Râk chétu é likiinn da zével war ann douar eur meser, péhini na emwelô két ann dan̄vad dilézet, na glaskô két ann hini dian̄ket, na iac’hai két ann hini klan̄v, na vagô két ann hini a vézô enn hé zâ, a zebro kîg ar ré-lard, hag a dorrô hô ivinou.
17. O méser, ô idol, a zilez ann tropel : ar c’hlézé a gouézô war hé vréac’h, ha war hé lagad déou : hé vréac’h a zizéc’hô hag a wévô, hag hé lagad déou a gouézô enn dévalien hag enn amc’houlou.
1. Béac’h gér ann Aotrou war Israel. Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini en deûz lédet ann én̄v, péhini en deûz diazézet ann douar, ha péhini en deûz doaréet enn dén, spéred ann dén.
2. Chétu mé a lakai Jéruzalem, évid ann holl boblou trô-war-drô, ével dôr eunn davarn : Juda hé-unan a c’hrounnô Jéruzalem.
3. Hôgen chétu pétra a c’hoarvézô : Enn deiz-zé é likiinn Jéruzalem da véza eur méan pounner brâz évid ann holl boblou : kémen̄d-hini a fellô d’ézhan̄ hé zével a vézô blon̄set ha roget ; hag holl vrôadou ann douar en em strollô enn hé énep.
4. Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é skôinn gan̄d bâd ann holl gézek, ha gan̄d diboell ar varc’heien : war di Juda é tigorinn va daoulagad, hag holl gézeg ar boblou a skôinn gan̄d dallen̄tez.
5. Ha duged Juda a lavarô enn hô c’haloun : Ra vézô da ners d’in tûd Jéruzalem é Aotrou ann arméou hô Doué.
6. Enn deiz-zé é likiinn duged Juda ével eur c’héf tân enn eur c’hoad, hag ével eur c’houlaouen er c’hôlô : hag hî a loun̄kô a zéou hag a gleiz ann holl boblou trô-war-drô : ha Jéruzalem a vézô leûn a dûd c’hoaz enn hé léac’h ken̄t, é Jéruzalem.
7. Hag ann Aotrou a zieûbo teltou Juda, ével er penn-ken̄ta ; évit na fougéô két tî David gan̄t rogoni, ha na zavô két tud Jéruzalem a-énep Juda.
8. Enn deiz-zé ann Aotrou a warézô tûd Jéruzalem, hag ann toc’hora anézhô enn deiz-zé a vézô ével David : ha tî David a vézô ével tî Doué, ével éal ann Aotroû dirâg hô daoulagad.
9. Hag ével-henn é c’hoarvézô enn deiz-zé : dispenna a rinn ann holl vrôadou a zeûi a-énep Jéruzalem.
10. Ha mé a skiño war di David, ha war dud Jéruzalem, eur spéred a drugarez hag a béden : hag hî a zellô ouz-in, mé péhini hô dévézô toullet : gwéla a rain̄t dourek, ével ma wéleur war eur penn-her : keinvani a rain̄t, ével ma keinvaneur war varô eur c’hen̄ta-ganet.
ll. Enn deiz-zé é vézô eur c’han̄v braz é Jéruzalem, é doaré kan̄v Adadremmou é kompézen Mageddon.
12. Hag ar vrô a vézô é kan̄v : ann tiadou hag ann tiadou enn hô zû : tiadou tî David enn hô zû, hag hô gragez enn hô zû :
13. Tiadou tî Natan enn hô zû, hag hô gragez enn hô zû : tiadou tî Lévi enn hô zu, hag hô gragez enn hô zû : tiadou tî Sémei enn hô zu, hag hô gragez enn hô zû :
14. Ann holl diadou all, ann tiadou hag ann tiadou enn hô zû, hag hô gragez enn hô zû.
1. Enn deiz-zé é vézô eur feun̄teun digor da dî David, ha da dûd Jéruzalem, évit gwalc’hi saotr ar péc’her hag ar c’hrég enn hé misiou.
2. Hag ével-henn é c’hoarvézô enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou : Lémel a rinn hanvou ann idolou diwar ann douar, ha na vézô mui a goun anézhô : tenna a rinn eûz ann douar ar fals-broféded, hag ar spéred louz.
3. Hag ével-henn é c’hoarvézô : Mar teû eur ré da ziougani pelloc’h, hé dâd hag hé vamm péré hô deûz hé c’hanet, a lavarô d’ézhan̄ : Na vévi két : râg gevier éc’h eûz lavaret é hanô ann Aotrou ; hag hé dâd hag hé vamm péré hô deûz hé c’hanet, a doullô anézhan̄, pa en dévézô diouganet.
4. Hag ével-henn é c’hoarvézô : Enn deiz-zé pép-hini eûz ar broféded-zé pa ziouganô, a vézô mézékéet gan̄d hé wélédigez hé-unan : n’en em c’hôlôin̄t mui gan̄t seier reûn évit touella :
5. Hôgen pép-hini anézhô a lavarô : N’ounn két eur profed, eul labourer douar ounn : râk skouér Adam em eûz heuliet adalek va iaouan̄ktiz.
6. Hag é vézô lavaret d’ézhan̄ : Pétrâ eo ar gouliou-zé a zô é-kreiz da zaouarn ? Hag hén̄ a lavarô : Ével-sé ounn bét gouliet é tî ar ré a garé ac’hanoun.
7. Dihun, ô klézé, a-énep va meser, hag a-éneb ann dén en em stag ouz-in, émé Aotrou ann arméou : skô war ar meser, hag ann dén̄ved a vézô akiñet : hag é tistrôinn va dourn étrézég ar ré vihan.
8. Enn douar holl é vézô, émé ann Aotrou, diou rann, a vézô skiñet, hag a iélô da-gét ; hag eunn drédé rann hag a choumô.
9. Ann drédé rann a gasinn a-dreûz d’ann tân, hag é tevinn anézhô ével ma teveur ann arc’han̄t, hag é arnodinn anézhô ével ma arnodeur ann aour. Hî am galvô dré va hanô, ha mé a glevô out-hô. Mé a lavarô : Va fobl oud ; hag hî a lavarô : Ann Aotrou eo va Doué.
1. Chétu é teûi deisiou ann Aotrou, hag é vézô rannet da ziwiskou enn da greiz.
2. Ann holl vrôadou a strollinn évit brézélékaat out Jéruzalem : ar géar a vézô kéméret, ann tiez a vézô preizet, hag ar gragez a vézô gwallet : ann han̄ter eûz a géar a iélô er-méaz é sklavérez, hag ann dilerc’h eûz ar bobl na vézô két kaset-kuît eûz a géar.
3. Hag ann Aotrou a iélô er-méaz, hag a vrézélékai oud ar brôadou-zé, ével ma en deûz brézélékéet é deiz ann emgann.
4. Hag hé dreid a zavô enn deiz-zé war vénez Olived, a zô râg-énep da Jéruzalem war-zû ar sâv-héol : ménez Olived oc’h en em ranna dré hé greiz, war-zû ar sâv-héol, ha war-zû ar c’hûs-héol, a lézô eunn digor brâz ; hag ann han̄ter eûz ar ménez en em daolô war-zû ann han̄ter-nôz, hag ann han̄ter all war-zû ar c’hrésteiz.
5. Ha c’houi a dec’hô étrézé traon̄ien ar ménésiou, rak traon̄ien ar ménésiou a vézô tôst : ha c’houi a dec’hô, ével ma hoc’h eûz tec’het a zirâg ar c’hrén-douar é deisiou Ozias roué Juda : hag ann Aotrou va Doué a zeûi, hag ann holl zen̄t gan̄t-han̄.
6. Hag ével-henn é c’hoarvézô enn deiz-zé : na vézô két a c’houlou, hôgen iénien ha réô.
7. Eunn deiz a vézô, hag a zô anavézet gan̄d ann Aotrou, ha na vézô na deiz na nôz : ha war ar pardaez é vézô ar goulou.
8. Hag ével-henn é c’hoarvézô enn deiz-zé : Doureier béô a iélô er-méaz eûz a Jéruzalem : ann han̄ter anézhô a rédô war-zû môr ar sâv-héol, hag ann han̄ter all war-zû môr ar c’hûs-héol : enn han̄v hag er goan̄v é vézin̄t.
9. Hag ann Aotrou a vézô da roué war ann douar holl : enn deiz-zé ann Aotrou a vézô unan, hag hé hanô a vézô unan.
10. Hag ann holl vrô a zistrôi bétég ann distrô, eûz a grec’hien Remmon bétég ar c’hrésteiz eûz a Jéruzalem : hag hî a vézô gorrôet, hag a choumo enn hé léac’h, eûz a berz Ben̄jamin bété léac’h ar porz ken̄ta, ha bété porz ar c’hoñou ; hag eûz a dour Hananéel bété gwaskellou ar roué.
11. Hag hî a choumô enn-hi, ha na vézô mui a argarzidigez : hôgen Jéruzalem a arzaôô gan̄t kréd.
12. Ha chétu ar gouli a skôi ann Aotrou war ann holl vrôadou, péré hô deûz brézélékéet out Jéruzalem : kîk pép hini anézhô a vézô bévézet hag hî war hô zreid, hô daoulagad a vreinô enn hô zoullou, hag hô zéôd a zizec’hô enn hô génou.
13. Enn deiz-zé é lakai ann Aotrou da zével eur c’héflusk brâz enn hô zouez : ann eil a gémérô dourn égilé, hag ar breûr a lakai hé zourn war zourn hé vreûr.
14. Hôgen Juda a vrézélékai out Jérusalem : hag é vézô gréat eunn dastum brâz eûz a vadou ann holl vroadou trô-war-drô, aour, hag arc’han̄t, hag eul lôd brâz a ziḻad.
15. Ha disman̄tr ar c’hézek, hag ar muled, hag ar c’han̄valed, hag ann azéned, hag ann holl loéned a vézô er c’hamp, a vézô hén̄vel oud ann disman̄tr-man̄.
16. Ar ré holl péré a vézô choumet eûz ann holl vrôadou a vézô bét savet out Jéruzalem, a biñô bép ploaz évid azeûli ar roué, Aotrou ann arméou, hag évit lida goél ann teltou.
17. Hag ével-henn é c’hoarvézô : Piou-bennâg eûz a diadou ar vrô ha na biñô két da Jéruzalem, évid azeûli ar roué, Aotrou ann arméou, na gouézô két a c’hlaô war-n-ézhan̄.
18. Mar béz eunn tiad-bennâg eûz ann Éjipt ha na biñô két, ha na zeûi két di : na gouézô két a c’hlaô war-n-ézhô ; hag hî a vézô skôet gan̄d ann hévélep disman̄tr a gouézô a berz ann Aotrou war ann holl vroadou péré na biñin̄t két évit lida goél ann teltou.
19. Hen-nez é vézô kastiz péc’hed ann Éjipt, ha kastiz péc’hed ann holl vrôadou, péré na vézin̄t két bét piñet évit lida goél ann teltou.
20. Enn deiz-zé, kémen̄d a vézô war wesken ar marc’h a vezô gwéstlet d’ann Aotrou : hag ar c’haoteriou a vézô ker paot é ti ann Aotrou, hag ar c’hôpou dirâg ann aoter.
21. Ann holl gaoteriou é Jéruzalem hag é Juda a vézô gwéstlet da Aotrou ann arméou : ha kémen̄d hini a rai sakrifisou, a zeûi, a gémérô anézhô, hag a lakai da boaza enn-hô : ha na vézô mui a varc’hadour é ti Aotrou ann arméou enn deiz-zé.