Bibl/Levr Aggéus

Eus Wikimammenn
< Bibl
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 277-279)



LEVR AGGÉUS.


————


I. PENNAD


Ann Aotrou a rébech d’ar Iuzevien hô lézirégez a vir out-hô na assavon̄t hé dempl.



1. Enn eil vloaz eûz ar roué Darius, er c’houec’hved mîz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, da Zôrobabel, mâb Salatiel, dûk Juda, ha da Jésus, mâb Josédek, bélek-brâz, ô lavarout :

2. Ével-henn é komz Aotrou ann arméou, ô lavarout : Ar bobl-zé a lavar : Né két deûet c’hoaz ann amzer da zével tî ann Aotrou.

3. Neûzé é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, ô lavarout :

4. Ha né két deûet ann amzer d’é-hoc’h da choum é tiez aozet-kaer, hag ann ti-zé d’in a zô didud ?

5. Bréman̄ éta ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Likiid hô ménosiou war hoc’h hen̄chou.

6. Kalz hoc’h eûz hadet, ha nébeût hoc’h eûz dastumet : débret hoc’h eûz, ha n’oc’h két bét gwalc’het : évet hoc’h eûz, ha né két bét torret hô séc’hed : en em c’hôlôet oc’h, ha né két bét tomm d’é-hoc’h : hag ann hini en deûz dastumet madou, en deûz hô lékéat enn eur sac’h toull.

7. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Likiid ho ménosiou war hoc’h hen̄chou.

8. Piñit war ar ménez : digasit koat, ha savit ann ti : hag hén̄ a vézô hétuz d’in, hag é tiskouézinn va gloar enn-han̄, émé ann Aotrou.

9. Sellet hoc’h eûz out madou brâz, ha chétu in̄t deûet da zistéraat : hô douget hoc’h eûz enn hô tî, ha mé em eûz c’houézet war-n-ézhô : pérâk-sé, émé Aotrou ann arméou ? ô véza ma eo didud va zî, ha ma hast pép-hini ac’hanoc’h da aoza hé dî hé-unan.

10. Râk-sé em eûz miret oud ann én̄vou na rôjen̄t gliz d’é-hoc’h, hag em eûz miret oud ann douar na rôjé hé frouez d’é-hoc’h.

11. Ha galvet em eûz ar sec’hder war ann douar, ha war ar ménésiou, ha war ann éd, ha war ar gwîn, ha war ann éôl, ha war gémen̄t a zoug ann douar, ha war ann dûd, ha war al loéned, ha war holl labour ann daouarn.

12. Neûzé Zorobabel mâb Salatiel, ha Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, hag holl zilerc’h ar bobl a glevaz mouéz ann Aotrou hô Doué, ha geriou Aggéus ar profed, en doa ann Aotrou hô Doué kaset étrézég enn-hô : hag ar bobl a oé spoun̄tet dirâg ann Aotrou.

13. Neûzé Aggéus kannad ann Aotrou a gomzaz oud ar bobl a berz ann Aotrou, ô lavarout : Emounn gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou.

14. Hag ann Aotrou a lékéaz da zével spéred Zorobabel mâb Salatiel, dûk Juda, ha spéred Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, ha spéred holl zilerc’h ar bobl : hag hî a zeûaz, hag en em lékéaz da laboura é tî Aotrou ann arméou hô Doué.


————


II. PENNAD


Diougan é-kén̄ver donédigez ar Messias.


1. Er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar c’houec’hved mîz, enn eil vloaz eûz ar roué Darius.

2. Er seizved mîz, enn unan war-n-ugen̄t eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, ô lavarout :

3. Komz out Zorobabel mâb Salatiel, dûk Juda, hag out Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, hag oud dilerc’h ar bobl, ô lavarout :

4. Piou ac’hanoc’h a zô choumet, hag en deûz gwélet ann tî-man̄ enn hé c’hloar gen̄ta ? hag é pé zoaré hen gwélit-hu bréman̄ ? ha n’eo két dirag hô taoulagad ével pa né vé két ?

5. Hôgen bréma en em gréva, Zorobabel, émé ann Aotrou : en em gréva, Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz : en em grévait, holl bobl ar vrô, émé Aotrou ann arméou : ha labourit ; râk mé a zô gan-é-hoc’h, émé Aotrou ann arméou.

6. Mirout a rinn ar gér em eûz rôet d’é-hoc’h pa oc’h deûet er-méaz eûz a vrô ann Éjipt : ha va spéred a vézô enn hô kreiz : n’hô pézet két a aoun.

7. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : C’hoaz eunn nébeût, ha mé a géfluskô ann én̄v hag ann douar, hag ar môr, hag ar séac’h.

8. Ha mé a hejô ann holl vrôadou : hag ann hini a zô c’hoan̄téet gant ann holl vrôadou a zeûiô : ha mé a leûniô ann ti-man̄ a c’hloar, émé Aotrou ann arméou.

9. D’in eo ann arc’han̄t, ha d’in eo ann aour, émé Aotrou ann arméou.

10. Gloar ann divéza ti-zé a vézô brasoc’h égéd hini ar c’hen̄ta, émé Aotrou ann arméou : ha mé a rôi ar péoc’h el léac’h-zé, émé Aotrou ann arméou.

11. Er pevaré war-n-ugen̄t eûz ann naved mîz, enn eil vloaz eûz ar roué Darius, é teuaz gér ann Aotrou da Aggéus ar profed, ô lavarout :

12. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Grâ ar goulenn-man̄ d’ar véleien diwar-benn al lézen, ô lavarout :

13. Ma laka eur ré kik san̄télet enn hé askré, ha mar stok oud ar penn anézhan̄ bara, pé iôd pé gwîn, pe éôl, pé eur boéd-bennâg all ; hag hén̄ a vézô san̄télet ? hag ar véleien a respoun̄taz hag a lavaraz : Nann.

14. Hag Aggéus a lavaraz : Mar stok eur ré a vézô bét saotret gan̄d eur c’horf-marô, oud unan eûz ann traou-zé, ha na vézô két saotret ? Hag ar véleien a respoun̄taz, hag a lavaraz : Saotret é vézô.

15. Neûzé Aggéus a lavaraz d’ézhô : Ével-sé éma ar bobl-zé, ével-sé éma ar vrôad-zé dira-z-oun, émé ann Aotrou ; hag ével-sé éma holl labour hô daouarn : ha kémen̄d a gennigon̄t énô, a zô saotret.

16. Ha bréman̄ likiid hô ménoz war ann deiz-zé ha ken̄t, abarz ma oé lékéat méan war véan é templ ann Aotrou.

17. Pa dôstéec’h oud ugen̄t boézellad éd, na gavec’h néméd dék ; ha p’az éac’h er waskel, évit tenna han̄ter-kan̄t pôdad gwîn, ha na gavec’h néméd ugen̄t.

18. Hô skôet em eûz gan̄d eunn avel loskuz, gan̄t merkl ha gan̄t kazarc’h em eûz skôet holl labouriou hô taouarn : hag hini ac’hanoc’h n’eo distrôet étrézeg enn-oun, émé ann Aotrou.

19. Ha bréman̄ likiid hô ménoz war ann deiz-man̄, ha war ann amzer da-zon̄t, adaleg ar pevaré deiz war-n-ugen̄t eûz ann naved mîz ; adaleg ann deiz é péhini eo bét taolet diazez templ ann Aotrou : likiid hô ménoz war gémen̄t-sé.

20. Ha na wélit-hu két pénaoz ann éd né két c’hoaz diwanet ; pénaoz ar winien, ar gwéz-fiez, ar gwéz-granad, ar gwéz-olived n’in̄t két c’hoaz bleûñet ? Eûz ann deiz-man̄ é venniginn anézhô.

21. Ha gér ann Aotrou a zeûaz eunn eil wéach da Aggéus er pevaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz, ô lavarout :

22. Komz out Zorobabel, dûk Juda, ô lavarout : Mé a géflusko kévret ann én̄v hag ann douar.

23. Disman̄tra a rinn trôn ar rouan̄télésiou, hag é vrévinn ners rén ar brôadou : diskara a rinn ar c’hirri, hag ar ré a vézô azézet enn-hô : ar c’hézeg a gouézô, hag ar ré a vézô piñet war-n-ézhô : ann dén a vézô skôet gan̄t klézé hé vreûr.

24. Enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, é kémérinn ac’hanod, Zorobabel, mâb Salatiel, va zervicher, émé ann Aotrou : hag é likiinn ac’hanod ével eur ziel, ô véza ma em eûz da zilennet, émé Aotrou ann arméou.