Mont d’an endalc’had

Bibl/Levr Tobias

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 568-580)



LEVR TOBIAS.


————


I. PENNAD.


Tobias a vir al lézen. Sével a ra hé vâb é doujan̄s Doué.


1. Tobias eûz a vreûriez hag eûz a géar Neftali, péhini a zô er Galiléa uc’héla, a-ziouc’h Naasson, adré ann hen̄t a gâs d’ar c’hûs-héol, gan̄t kéar Séfet a gleiz,

2. A oé kaset da sklâv é deisiou Salmanasar, roué ann Assiried ; ha pétrâ-bennâg ma oa é sklavérez, na zilézaz két hen̄d ar wirionez ;

3. Enn hévelep doaré ma tarnaoué bemdez kémen̄d a hellé da gaout étré ar ré eûz hé vrôiz, hag eûz hé vreûdeûr, a oa sklaved gan̄t-han̄.

4. Hag évit-han̄ da véza ar iaouan̄ka eûz ar re holl eûz a vreûriez Neftali, na réaz koulskoudé nétrâ a vibiliuz enn hé ôberiou.

5. Enn-divez p’az éa ar ré all holl étrézég al leûéou aour en dôa gréat Jéroboam, roué Israel, hén̄ hé unan a déc’hé diouc’h strollad ar ré all holl.

6. Hôgen mon̄d a réa da Jéruzalem é templ ann Aotrou ; hag énô éc’h azeûlé ann Aotrou, Doué Israel, hag é kennigé gan̄t léalded hé holl bréveûdiou hag hé zéogou.

7. Hag enn trédé bloaz é tarnaoué hé holl zéog étré ann distrôidi hag ann diavésidi.

8. Kémen̄t-sé, ha traou all hén̄vel out lézen Doué a zévénaz, hag hén̄ c’hoaz bugel.

9. Hôgen pa oé deûet da zén, é kéméraz da c’hrég Anna, eûz hé vreûriez ; hag en dôé anézhi eur mâb, da béhini é rôaz hé hanô.

10. Hag hén̄ a zeskaz d’ézhan̄, hag hen̄ bihanik, douja Doué, hag en em viret dioc’h ar péc’hed.

11. Hôgen pa oé kaset é sklavérez é kéar Niniv, hén̄ hag hé c’hrég, hag hé vâb, hag hé holl vreûriez ;

12. Pa zebré ar ré all holl kigou ar Jen̄tiled, hén̄ a viraz hé éné glân, ha n’en em zaotraz biskoaz gan̄d hô boédou.

13. Hag ô véza m’en dôé koun eûz ann Aotrou a greiz hé galoun, Doué hel lékéaz da gavout trugarez dirâk Salmanasar, ar roué,

14. Péhini a rôaz d’ézhan̄ ar galloud da von̄d el léac’h ma karjé, ha da ôber ar péz a garjé.

15. Kerzoud a réa éta étrézég ar ré holl a oa é sklavérez hag é rôé d’ézhô aliou mâd.

16. Eunn deiz é teûaz da Ragés, kéar d’ar Védied, hag hén̄ en dôa dék talan̄t arc’han̄t, a zeûé eûz ar rôou en dôa gréat ar roué d’ézhan̄.

17. Hag é-touez ann niver brâz eûs ar ré eûz hé wenn, ô wélout pénaoz Gabélus, péhini a oa eûz hé vreûriez, en em gavé ézommek, é rôaz d’ézhan̄ ar somm arc’han̄t-zé war hé zîn.

18. Hôgen pell amzer goudé, pa oé marô Salmanasar, ha pa réné enn hé léac’h Sennachérib, hé vâb, péhini a gaséé kaer bugalé Israel ;

19. Tobias a iéa bemdez da wélout hé holl géren̄t, hag a tic’hlac’hare anézhô, hag a ranné étré-z-hô kémen̄d ha ma hellé eûz hé vadou.

20. D’ar ré hô dôa naoun, é roé da zibri ; d’ar ré a oa enn noaz, é rôé diḻad hag ar ré varô hag ar ré lazet a lékéa er béz gan̄t préder.

21. Enn-divez pa zistrôaz ar roué Sennachérib eûz ar Judéa, ô tec’hout diouc’h ar gouli en dôa Doué digaset war-n-ézhan̄, enn abek d’hé zrouk-prézek ; hag ô véza savet droug enn-han̄, ma lazaz kalz eûz a vugalé Israel, Tobias a vésié hô c’horfou.

22. Kerken̄t ha ma oé lavaret kémen̄t-sé d’ar roué, é kémennaz hé laza, hag é lammaz digan̄t-han̄ hé holl vadou.

23. Hôgen Tobias, ô véza bét tennet pép-trâ digan̄t-han̄, a déc’haz gan̄d hé vâb hag hé c’hrég : hag en em guzaz, râk kalz é oa karet.

24. Hôgen pemp deiz ha daou-ugen̄t goudé, é oé lazet ar roué gan̄d hé vipien ;

25. Ha Tobias a zistrôaz d’hé dî ; hag hé holl vadou a oé distolet d’ézhan̄.


————


II. PENNAD.


Bézia a ra Tobias ar ré-varô. Dall é teû.


1. Goudé kémen̄t-sé, ô véza ma oa eunn deiz goél d’ann Aotrou, Tobias a lékéaz aoza eur ban̄vez brâz enn hé dî ;

2. Hag é lararaz d’hé vâb : Kéa, ha digas aman̄ eur ré-bennâg eûz hor breûriez, péré a zouj Doué, évit ma banvézin̄t gan-é-omp.

3. Hé vâb a iéaz ; ha pa oé distrôet é lavaraz d’ézhan̄, pénaoz unan eûz a vugalé Israel a oa bét lazet, hag a oa gourvézet war ar rû. Râk-tâl Tobias a zavaz diouc’h taol, hag ô tilézel hé bréd, éz éaz war-iûn étrezég ar c’horf :

4. Hag ô kémérout anézhan̄, hen dougaz é-kûz enn hé dî, évid hé vésia gan̄t préder, pa vijé kuzet ann héol.

5. Ha p’en dôé kuzet ar c’horf, é tebraz hé voéd gan̄t glac’har, hag enn eur gréna ;

6. O kaout son̄j eûz ar gér-zé, en dôa lavaret ann Aotrou, dré c’hénou Amos, ar profed : Hô teiziou goél a drôi é daélou hag é kan̄v.

7. Pa oé éta kuzet ann héol, éz éaz, hag é vésiaz anézhan̄.

8. Hôgen hé holl géren̄t a damallé anézhan̄, ô lavarout : Dija évit kémen̄t-sé eo bét gourc’hémennet da laza ; hag a-véac’h out bét tec’het diouc’h ar marô, ha c’hoaz é vésiez ar ré varô ?

9. Hôgen Tobias, péhini a zoujé muioc’h Doué égéd ar roué, a skrapé korfou ar ré lazet, hag hô c’huzé enn hé dî, hag hô bésié é-kreiz ann nôz.

10. C’hoarvézout a réaz eunn deiz pénaoz ô véza skuîz ô vésia ar ré varô, é tistrôaz d’ar géar, é c’hourvézaz é-tâl eur vôger, hag é kouskaz :

11. Ha pa édô kousket, é kouézaz, eûz a eunn neiz gwennélied, kaoc’h tomm war hé zaoulagad, hag é teûaz da véza dall.

12. Doué a aotréaz é c’hoarvézché ann dra-zé gan̄t-han̄, évit ma vijé rôet da skouér hé habaskded d’ar ré hé-c’houdé ével hini ann dén san̄tel Job :

13. Râg ô véza m’en dôa doujet Doué a-vihanik, ha m’en dôa miret hé c’hourc’hémennou, na voudaz két oud Doué, dré m’en dôa hé skôet gan̄d ann dallen̄tez ;

14. Hôgen stard é choumaz é doujan̄s Doué, oc’h hé drugarékaat é holl zeisiou hé vuez.

15. Râg ével ma heskiné ann dén san̄tel Job, ar rouéed, ével-sé hé géren̄t hag hé géren̄t-nés a réa goab eûz hé vuézégez, ô lavarout :

16. Péléac’h éma da c’héd, évit péhini é réez aluzennou, hag é vésiez ar ré varô ?

17. Hôgen Tobias a damallé anézhô, ô lavarout : Na gomzit két ével-sé :

18. Râk nî a zô mipien ar zen̄t ; hag é c’hédomp ar vuez-zé, a dlé Doué rei d’ar ré, péré na zilez morsé ar feiz enn-han̄.

19. Hôgen Anna, hé c’hrég, a iéa bemdez da ôber lien, hag hî a zigasé ar péz a hellé da c’hounid gan̄t labour hé daouarn.

20. Hag hî ô véza bét rôet d’ézhi eur menn-gavr, a zigasaz anézhan̄ d’ar géar.

21. Pa glevaz hé ozac’h anézhan̄ ô veia, é lavaraz : Likid évez na vé bét laéret, distolit-hen̄ d’hé vistri, râk né két aotreet d’é-omp dibri eunn dra laéret, pé lakaad hon dourn war-n-ézhan̄.

22. Hag hé c’hrég ô sével droug enn-hi, a lavaraz : Gwân anat eo da c’héd, ha da nétrâ eo deûet da aluzennou.

23. Hag ével-sé, hag enn eunn doaré all, é réa-hî tamallou d’ézhan̄.


————


III. PENNAD.


Péden Tobias ha Sara, merc’h Raguel.


1. Neûzé Tobias a hirvoudaz, hag a zeûaz da bédi gan̄d daérou,

2. O lavarout : Aotrou, té a zô gwirion, ha da holl varnédigézou a zô hervez ar gwîr, ha da holl hen̄chou eo trugarez, ha gwirionez, ha barnédigez.

3. Ha bréma, Aotrou, az péz koun ac’hanoun ; na gémer két a ven̄jan̄s eûz va féc’héjou ; ha na zigas két da én̄vor va gwallou, pé ré va zadou,

4. O véza n’hon eûz két sen̄tet oud da gélennou, râk-sé eo omb bét rôet d’ar gwastérez, ha d’ar sklavérez, ha d’ar marô, ha da c’hoapérez, ha da damall ann holl vrôadou, é touez péré éc’h eûz hor skiñet.

5. Ha bréma, Aotrou, eo brâz da varniou, ô véza n’omp két en em rénet hervez da gélennou, ha n’hon eûz két kerzet gan̄d éeunder dira-z-oud.

6. Ha bréma, Aotrou, grâ d’in hervez da ioul, ha gourc’hémenn ma vézô digéméret va éné é péoc’h ; râg gwell eo gan̄én̄ mervel égét béva.

7. Enn hévélep deiz é c’hoarvézaz pénaoz Sara, merc’h Raguel, eûz a Ragéz, kéar d’ar Védied, a glevaz eunn tamall a berz unan eûz a vitisien hé zâd,

8. Enn abek ma oa bét dimézet da zeiz goaz, ha ma oan̄t bét lazet gan̄d eunn diaoul hanvet Asmodéus, kerken̄t ha ma oan̄t éat d’hé c’havout.

9. Pa grozé éta ar plac’h évid eur gwall é dôa gréat, hou-man̄ a lavaraz d’ézhi : Doué ra virô na wélimp bikenn ac’hanod na mâb na merc’h war ann douar, lazérez da ézec’h.

10. Ha na fell két d’id va laza ivé, ével ma éc’h eûz lazet ken̄t seiz ozac’h ? Pa glevaz kémen̄t-sé, Sara a biñaz d’ar gambr uc’héla eûz hé zî, hag a-héd tri dervez ha teir nôzvez na zebraz na na évaz :

11. Hag ô pédi stard, é c’houlennas digan̄d Doué gan̄d daérou, ma tieûbché anézhi eûz ann tamall-zé.

12. Hôgen enn tréde deiz, é peûr-c’hréaz hé féden, hag é vennigaz ann Aotrou,

13. O lavarout : Benniget ra vézô da hanô, Doué hon tadou, péhini, goudé béza buanékéet, a râ trugarez, hag é amzer ar c’hlac’har a zistol hô féc’héjou d’ar ré a béd ac’hanod.

14. Étrézég enn-od, Aotrou, é trôann va daoulagad, war-n-od é taolann va daoulagad.

15. Mé a c’houlenn digan-éz, Aotrou, ma tieûbi ac’hanoun eûz ann tamall-zé, pé ma tenni ac’hanoun diwar ann douar.

16. Té a oar, Aotrou, pénaoz n’em eûz biskoaz c’hoan̄téet eur goaz, hag em eûz miret va éné glân eûz a bép gwall-ioul.

17. Biskoaz n’ounn en em mesket gan̄d ar c’hoarierien, na n’em eûz daremprédet ar ré a gerz er skan̄bennidigez.

18. Ma em eûz aotréet kéméroud eur goaz, eo dré da zoujan̄s, ha né két dré va droug-ioul.

19. Ha martézé ounn bét dizellézek eûz ar ré a zô bét rôet d’in, pé hî n’in̄t két bét dellézek ac’hanoun, ô véza martézé ma éc’h eûz va miret évit eur goaz all.

20. Râk né két da guzul é galloud ann dén.

21. Hôgen kémen̄d hini a veûl ac’hanod, a oar ervâd pénaoz mar bez arnodet a-zoug hé vuez, é vézô kurunet ; mar béz glac’haret, é vézô dieûbet ; mar béz kastizet, é hellô gounid da drugarez.

22. Râk na gémérez két a zudi enn hor glac’hariou ; goudé ann arné, é tigasez ar sioulded ; ha goudé ann daérou hag ann huanadou, é rôez al lévénez

23. Doué Israel, ra vézô benniget da hanô da-vikenn.

24. Enn hévéleb amzer é oé klevet oud ann diou béden-zé dirâg gloar ann Doué brâz :

25. Ha Rafael, éal san̄tel ann Aotrou a oé kaset, évid hô faréa hô daou, ével ma oa bét digaset hô fédennou enn hévéleb amzer dirâg ann Aotrou.


————


IV. PENNAD.


Aliou Tobias d’hé vâb.


1. Tobiaz éta ô krédi pénaoz diouc’h hé béden é helle mervel, a c’halvaz étrézég enn-han̄ hé vâb Tobias,

2. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaou, va mâb, geriou va génou, ha laka-hi enn da galoun ével eunn diazez.

3. Pa en dévézô Doué digéméret va éné, laka bésia va c’horf ; hag enor da vamm keit ha ma vévô :

4. Râk té a dlé kaout koun a gémen̄t gloaz é deûz gouzan̄vet enn abek d’id pa édoz enn hê c’hôv.

5. Ha pa é dévézô-hi kaset ivé hé buez da benn, laka hé bésia em c’hichen.

6. É holl zeisiou da vuez az péz Doué enn da spéred ; ha diwall na rî bikenn péc’hed é-béd, ha na dorri kélennou ann Aotrou, hon Doué.

7. Gan̄d da vadou grâ ann aluzen, ha na zistrô két da zaoulagad diouc’h paour é-béd : râg ével-sé ivé ann Aotrou na zistrôiô két hé zaoulagad diouz-id.

8. Hervez ma helli, béz trugarézuz.

9. Ma éc’h eûz kalz, rô kalz ; ma éc’h eûz nébeût, laka évez da rei nébeût a galoun vâd.

10. Râg ével-sé é tastumi d’id eunn ten̄zor hag eur gôbr évid ann deiz a ézomm ;

11. Râg ann aluzen a denn eûz a bép péc’hed hag eûz ar marô, hag a vîr oud ann éné n’az ai enn dévalien.

12. Eûr fisian̄s brâz é vézô ann aluzen dirâg ann Doué uc’hel-brâz, évit kémen̄d hini en dévézô hé gréat.

13. En em vir, va mâb, diouc’h pép gadélez, ha némét gan̄d da c’hrég hép-kén, na râ nétrâ hag a vé eur gwall hé ôber.

14. Na lez morsé ar rogoni da zével enn da vennoz pé enn da c’hér : râg, enn-hi eo en deûz kavet pép droug hé benn ken̄ta.

15. Piou-bennâg en dévézô gréat eunn dra évid-oud, rô râk-tâl hé c’hôbr d’ézhan̄ ; ha na choumet morsé gôbr da c’hôpraer enn da dî.

16. Na ra két da eunn all ar péz na garfez két a vé gréat d’id.

17. Debr da vara gan̄d ar béorien, ha gan̄d ar ré hô deûz naoun, ha gôlô gan̄d da ziḻad ar ré a zô enn noaz.

18. Laka da vara ha da wîn war véz ann dén gwirion, ha na zebr, ha na év anézhô gan̄d ar béc’herien.

19. Goulenn kuzul bépréd digan̄d eunn dén fûr.

20. É péb amzer, meûl Doué, ha goulenn digan̄t-han̄ ma rénô da hen̄chou, ha ma choumô da holl guzuliou enn-han̄.

21. Rei a rann ivé da anaout d’id, va mâb, pénaoz, pa né oaz c’hoaz néméd eur bugel, em eûz rôet dék talan̄t arc’han̄t da Gabélus, péhini a choum é Ragéz, kéar d’ar Védied, hag em eûz hé skrîd étré va daouarn.

22. Râk-sé, gwél pénaoz é helli mon̄d d’hé gavout, ha digémérout digan̄t-han̄ ar soum arc’han̄t-zé, ha disteûrel d’ézhan̄ hé skrîd.

23. N’az péz két a aoun, va mâb ; paour omp évit gwîr ; hôgen kalz a vadou hor bézô, mar toujomp Doué, mar pellaomp diouc’h pép péc’hed, ha mar gréomp ervâd.


————


V. PENNAD.


Gan̄d ann éal Rafael éz a Tobias.


1. Neûzé Tobias a respoun̄taz d’hé dâd, hag a lavaraz : Va zâd, kémen̄d éc’h eûz gourc’hémennet d’in a rinn ;

2. Koulskoudé na ouzonn két pénaoz é hellinn tenna ann arc’han̄t-zé ; na anavez két ac’hanoun, ha na anavézann két anézhan̄. Pé arouéz a rôinn-mé d’ézhan ? Na ouzonn két zôkén dré bé hen̄t éz éeur d’ar vrô-zé.

3. Neûzé hé dâd a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Hé skrîd em eûz étré va daouarn ; kérken̄t ha ma hé ziskouézi d’ézhan̄, hé zistôlô d’id.

4. Hôgen kéa bréma, ha klask unan-bennâg féal, a hellô mon̄t gan-éz, oc’h hé baéa eûz hé boan ; évit ma vézô rôet d’id ann arc’han̄t-zé, en̄dra ma ounn béô.

5. Neûzé Tobias ô véza éat er-méaz, a gavaz eunn den-iaouan̄k kaer, hag hén̄ gourizet, hag é doaré eunn dén daré da von̄d enn hen̄t.

6. Hag ô véza na wié két pénaoz é oa eunn Éal Doué, é saludaz anézhan̄, hag é lavaraz d’ézhan̄ : A béléac’h oud-dé, dén-iaouan̄k-mâd ?

7. Hag hén̄ a lavavaz : Eûz a vugalé Israel. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Anaoud a réz-té ann hen̄t a gâs da vrô ar Védied ?

8. Hag hé-man̄ a lavaraz : Hé anaoud a rann ; hag aliez em eûz gréat ann holl hen̄chou-zé ; ha bét ounn ô choum é-tî Gabélus hor breûr, péhini a choum é Ragéz, kéar d’ar Védied, a zô savet war vénez Ekbatan.

9. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ ; Va gortoz aman̄, mé az péd, kén n’em bézô danévellet kémen̄t-man̄ d’am zâd.

10. Neûzé Tobias ô véza deûet enn tî, a zanévellaz kémen̄t-sé holl d’hé dâd, péhini souézet-brâz eûz ann dra-zé, a lavaraz d’hé vâb ma lakajé hé-man̄ da zon̄d enn tî.

11. Hag hé-man̄ ô véza deûet ébarz, a zaludaz Tobias, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ra vézô bépréd al lévénez gan-éz.

12. Ha Tobias a lavaraz : Pé lévénez a hell béza d’in, mé péhini a zô bépréd enn dévalien, ha na wélann két goulou ann én̄v ?

13. Hag ann dén iaouan̄k a lavaraz d’ézhan̄ : En em galounéka : tôst eo ann amzer é péhini é tlé Doue da baréa.

14. Neûzé Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té a hellô kâs va mâb da dî Gabélus, é kéar Ragéz, é brô ar Védied ? Ha pa vézi distrôet, é rôinn d’id da c’hôbr.

15. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Hé gâs hag hé zigas a rinn d’id.

16. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Lavar d’in, mé az péd, a bé diad, hag a bé vreûriez oud-sé ?

17. Hag ann Éal Rafael a lavaraz d’ézhan̄ : Ha tiad ar gôpraer eo a dlé kâs da vâb, pé ar gôpraer hé-unan péhini a glaskez ?

18. Hôgen gan̄d aoun na zeûfenn d’az nec’hi ; mé eo Azarias, mâb Ananias ar brâz.

19. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Eûz a eur wenn vrâz oud. Hôgen na zavet két a zroug enn-oud, ma em eûz bét c’hoan̄t da anaout da wenn.

20. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Iâc’h é kasinn da vâb, ha iâc’h hen digasinn d’id.

21. Hôgen Tobias a lavaraz : Kerzid ervâd ; ha bézet Doué enn hoc’h ergerz ; ha bézet hé Éal gan-é-hoc’h.

22. Neûzé goudé béza aozet pép trâ évid ann hen̄t, é lavaraz Tobias kénavézô d’hé dâd ha d’hé vamm ; hag éz éjon̄t hô-daou enn hen̄t.

23. Ha pa oen̄t éat-kuît, ar vamm en em lékéaz da wéla, ha da lavarout ; Bâz hor c’hôzni ec’h eûz tennet diouz-omp, hag hé belléet éc’h eûz.

24. A-ioul-Doué na vijé bet biskoaz d’é-omp ann arc’han̄t-zé, évit péhini éc’h eûz hé gaset.

25. A-walc’h é oa d’é-omp ann nébeûd hor bôa, évit ma zelchemp ével eur madou brâz, kaout hor mâb gan-é-omp.

26. Ha Tobias a lavaraz d’ézhi : Na wél két ; hor mâb a rai hé ergerz, ha iac’h é tistrôi étrézég enn-omp ; ha da zaoulagad her gwélô.

27. Râk mé a gréd pénaoz Éal mâd Doué a ia gan̄t-han̄, hag a rén kémen̄d a zell out-han̄, enn hévélep doaré ma tistrôi d’hor c’havout gan̄t lévénez.

28. O klevout kémen̄t-sé, hé vamm a éhanaz da wéla, hag a davaz.


————

VI. PENNAD.


Tobias a gémer eur pésk. Pétra a dlé da ôber ar ré a zimez.


1. Tobias en em lékéaz éta enn hen̄t, hag ar c’hî war hé lerc’h ; hag ann nôz gen̄ta é choumaz enn eul leac’h, war-harz ar ster Tigris.

2. Hag ô véza éat évit gwalc’hi hé dreid, é teûaz er-méaz eûz ann dour eur pésk brâz-direiz évid hé loun̄ka.

3. Tobias spoun̄tet brâz, en em lékéaz da c’harmi, ha da lavarout : Aotrou, en em deûrel a rai war-n-oun.

4. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer-hén̄ dré hé skouarn, ha tenn-hén̄ étrézeg enn-oud. Ha p’en dôé hé c’hréat, é sachaz anézhan̄ war ar séac’h ; hag ar pésk a zérouas lammédikaat oud hé dreid.

5. Neûzé ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Divouzel ar pésk-zé ha kémer évid-oud ar galoun, ar véstl hag ann avu anézhan ; râk louzou mâd a helleur da ôber gan̄t-hô.

6. Goudé m’en dôé gréat kémen̄t-sé, é rôstaz lôd eûz ar c’hîk a garchon̄t gant-hô enn hen̄t, hag é salchon̄t ann dilerc’h, a dlié béza a-walc’h évit-hô, kén na vijen̄t deûet da Ragez, kéar d’ar Védied.

7. Neûzé Tobias a réaz eur goulenn oud ann Éal, ô lavarout : Azarias va breûr, lavar d’in, mé az péd, pé louzou a helleur da ôber gan̄d ar péz zô bét fellet d’id a virchemp eûz ar pésk.

8. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Ma lékéez eunn tamm eûz hé galoun war ar glaou, ar môged a zâv diout-hi a gâs-kuît a bép gwenn diaoulou, daoust pé eûz a eur goaz, daoust pé eûz a eur vaouez ; enn hévélep doaré na dôstaon̄t mui out-hô.

9. Hag ann avu a zô mâd évit larda ann daoulagad war béré éma ar banné, hag hi a zeû da véza iac’h gan̄t-han̄.

10. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Péléc’h é fell d’id éz ajemp da choum ?

11. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Aman̄ ez eûz eunn dén hanvet Raguel, a zô kâr d’id, hag eûz da vreûriez ; eur verc’h en deûz hanvet Sara, hag hî penn-hérez, râk n’en deûz na paotr, na merc’h all némét-hi.

12. Hé holl vadou a dlé digouézout d’id, ha réd eo d’id hé c’hémérout da c’hrég.

13. Goulenn-hi éta digan̄d hé zâd, hag hén̄ hé rôi d’id da c’hrég.

14. Neûzé Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Klevet em eûz pénaoz é deûz bét seiz ozac’h, ha pénaoz in̄t bét marvet ; hôgen klevet em eûz ivé pénaoz in̄t bét lazet gan̄d eunn diaoul.

15. Aoun em eûz éta na c’hoarvezché kémen̄t-sé gan-én̄ ; ha pa ounn eur mab penn-her, na zeûjenn da c’hlac’hari va zûd enn hô c’hôsni, ha d’hô lakaad da ziskenni er béz.

16. Neûzé ann Éal Rafael a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaou ac’hanoun, hag é tiskouézinn d’id war béré en deûz galloud ann diaoul.

17. Ar ré péré pa zimézon̄t a bella Doué eûz hô c’haloun hag eûz hô spéred, hag en em rô d’hô gwall-ioul, ével eur marc’h pé eur mul, péré n’hô deûz két a skian̄t ; war ar ré-zé en deûz galloud ann diaoul.

18. Hôgen té, pa vézi dimézet gan̄d hou-man̄, ha pa vézi éat enn hé c’hambr, béz gan̄t-hi ével breûr ha c’hoar, a-héd trî dervez, ha n’en em rô néméd d’ar béden gan̄t-hi.

19. Enn nôz-zé, laka enn tân avu ar pésk, hag é lakai ann diaoul da dec’hi.

20. Enn eil nôzvez é vézi digéméret é kévrédigez ann tadou-brâz san̄tel.

21. Enn drédé nôzvez é tigéméri ar vennoz, az lakai da c’hénel mipien leûn a iéc’hed.

22. Ha goudé ma vézô tréménet ann drédé nôzvez, é kéméri ar plac’h-iaouan̄k é doujan̄s ann Aotrou, ha gan̄d ar c’hoan̄t da gaout bugalé, ken̄t égét gan̄d ar gwall-ioul ; évit m’az pézô lôd é bennoz Doué p’az pézô mipien eûz a wenn Abrabam.


————


VII. PENNAD.


Tobias a c’houlenn Sara, merch Raguel, da c’hrég.


1. Goudé-zé éz éjon̄t da dî Raguel ; ha Raguel hô digéméraz gan̄t lévénez.

2. Ha pa zellaz Raguel out Tobias, é lavaraz da Anna hé c’hrég : Pégen hén̄vel eo ann dén-iaouan̄k-zé out va c’hen̄derf !

3. Goudé-zé é lavaraz d’ézhô : A béléac’h oc’h-hu, hor breûdeûr iaouan̄k ? Hag hî a lavaraz : Eûz a vreûriez Neftali omp, eûz a sklaved Niniv.

4. Ha Raguel a lavaraz d’ézhô : Anaoud a rit-hu Tobias, va breûr ? Hag hî a lavaraz : Hé anaoud a réomp.

5. Hag ével ma lavaré Raguel kalz a vâd diwar-benn Tobias, ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Tobias a béhini é c’houlennez kélou digan-é-omp eo tâd hé-man̄.

6. Neûzé Raguel a dôstaaz out-han̄, hag a bokaz d’ézhan̄ gan̄t daélou ; hag ô wéla war hé c’houzoug,

7. E lavaraz d’ézhan̄ : Benniget ra vézi, va mâb, râk té a zô mâb da eunn dén mâd, da eunn dén ar gwella.

8. Hag Anna hé c’hrég, ha Sara hô merc’h a welaz ivé.

9. Goudé al lavariou-zé, é c’hourc’hémennaz Raguel ma vije lazet eunn dan̄vad, ha ma vijé aozet eur banvez. Hag ével ma hô fédé d’en em lakaad ouc’h taol,

10. Tobias a lavaraz : Na zebrinn, na na évinn aman̄ hiriô, kén n’az pézô a-raok aotréet d’in va goulenn, ha rôet da c’hér é rôi d’in da verc’h Sara da c’hrég.

11. Raguel ô klevout kémen̄t-sé a oé spoun̄tet-brâz, ô véza ma wié pétra a oa c’hoarvézet gan̄d ar seiz ozac’h a oa éat d’hé c’havout ; hag hén̄ a zeûaz da gaout aoun na c’hoarvezché kémen̄t-sé gan̄d hé-man̄ ; hag ô véza ma oa enn arvar, ha na rôé respoun̄t é-béd d’ar péz a oa goulennet digan̄t-han̄.

12. É lavaraz ann Éal d’ézhan̄ : N’az péz két a aoun da rei da verc’h da hé-man̄ péhini a zouj Doué : râk dléet eo da verc’h d’ézhan̄ da c’hrég ; râk-sé eo n’en deûz két eunn all gellet hé c’havout.

13. Neûzé Raguel a lavaraz : Na arvarann két pénaoz en deûz Doué digéméret dira-z-han̄ va fédennou ha va daelou :

14. Ha mé a gréd pénaoz en deûz hô lékéat da zon̄t d’am c’havout, évit ma timézché-hî gan̄d unan eûz hé c’héren̄tiez, hervez lézen Moizez ; ha dré-zé n’az péz kéd a arvar é rôjenn d’id va merc’h.

15. Hag ô kémérout dourn déou hé verc’h, é lékéaz anézhan̄ é dourn déou Tobias, ô lavarout : Doué Abraham, ha Doué Isaak, ha Doué Jakob ra vézô gan-é-hoc’h ; ra unvanô hé-unan ac’hanoc’h ; ha ra zévénô hé vennoz war-n-hoc’h.

16. Hag ô véza kéméret paper, é reizchon̄t ar skrîd a briédélez.

17. Goudé-zé é réjon̄t banvez, ô veûli Doué.

18. Raguel a c’halvaz Anna, hé c’hrég, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhi ma aozché eur gambr all.

19. Hag hî a gasaz enn-hi Sara hé merc’h, péhini en em lékéaz da wela.

20. Hag hé mamm a lavaraz d’ézhi : Kémer kaloun vâd, va merc’h : Aotrou ann én̄v ra rôi d’id lévénez goudé ann holl zoan éc’h eûz bét.


————


VIII. PENNAD.


Tobias ha Sara a béd héd ann nôz gen̄ta eûz hô eûreûd.


1. Hôgen goudé m’hô dôé koaniet, é kaschon̄t Tobias étrezég enn-hi.

2. Ha Tobias ô kaout koun eûz ar péz en dôa lavaret ann Éal d’ézhan̄, a dennaz eûz hé zâc’h lôd eûz a avu ar pésk, hag a lékéaz anézhan̄ war glaou béô.

3. Neûzé ann Éal Rafael a géméraz ann diaoul, hag a éréaz anézhan̄ é distrô ann Éjipt uc’héla.

4. Goudé-zé Tobias a rôaz ann ali-man̄ da Zara, ô lavarout : Sara, sâv, ha pédomp Doué hiriô, ha war-c’hoaz, ha goudé-war-c’hoaz : râg a-héd ann teir nôzvez-zé é tléomp en em unvani gan̄d Doué ; ha goudé ann drédé nôzvez, é vézimp enn hor priédélez.

5. Râk nî a zô mipien ar zen̄t, ha na dléomp két dimézi ével ar baganed péré na anavézon̄t két Doué.

6. Sével a réjon̄t éta hô daou, hag é pédchon̄t stard kévret Doué, ma rôjé ar iéc’hed d’ézhô.

7. Ha Tobias a lavaraz : Aotrou, Doué hon tadou, ra vézi meûlet gan̄d ann én̄v, hag ann douar, hag ar môr, hag ar feun̄teuniou, hag ar steriou, ha gan̄d ann holl grouadurien d’id a zô enn-hô.

8. Gréad éc’h eûz Adam gan̄t fan̄k ann douar, hag éc’h eûz rôet Éva da eil d’ézhan̄.

9. Ha bréma, Aotrou, té a oar pénaoz né két dré c’hadélez é kémérann va c’hoar da c’hrég, hôgen hép-kén gan̄d ar c’hoan̄t da lézel bugalé war va lerc’h, gan̄t péré é vézô meûlet da hanô da vikenn.

10. Sara a lavaraz ivé : Az péz truez ouz-omp, Aotrou, az péz truez ouz-omp, ma vévimp kévret kôz ha iac’h.

11. Hag é-trô kân ar c’hiḻek, é c’hourc’hémennaz Raguel d’hé vévellou don̄d d’hé gavout ; hag éz éjon̄t gan̄t-han̄ évit toulla eur béz.

12. Râg hén̄ a lavaré : C’hoarvézet é vézô martézé gan̄d hé-man̄ ével ma eo bét c’hoarvézet gan̄d ar seiz goâz all a zô bét gan̄t-hi.

13. Ha goudé m’hô dôé aozet ar béz, Raguel ô véza distrôet étrézég hé c’hrég, a lavaraz d’ézhi :

14. Kâs unan eûz da blac’hed évid gwélout mar d-eo marô, ma hé likiinn er béz abarz ma luc’hô ann deiz.

15. Hag hou-man̄ a gasaz unan eûz hé flac’hed, péhini ô véza éat er gampr, hô c’havaz leûn a iéched, ha kousket kévret hô-daou

16. Hag ô véza distrôet, é rôaz ar c’helou mâd-zé d’ézhô. Neûzé Raguel hag Anna, hé c’hrég, a veûlaz ann Aotrou,

17. Hag a lavaraz : Da veûli a réomp, Aotrou, Doué Israel, ô véza né két bét c’hoarvézet ével ma hor bôa mennet.

18. Râk trugarézuz oud bét enn hor c’hén̄ver, hag éc’h eûz pelléet diouz-omp ann énébour a heskiné ac’hanomp.

19. Ha truez éc’h eûz bét oud daou benn-her. Grâ, Aotrou, ma veûlin̄t ac’hanod mui-oc’h-vui, ha ma kennigin̄t d’id eur sakrifiz a veûleûdi évid iéc’hed éc’h eûz rôet d’ézhô ; ma anavézô ann holl vrôadou pénaoz n’eûz Doué all é-béd néméd-oud enn douar holl.

20. Ha Raguel a c’hourc’hémennaz râk-tâl d’hé vévellou, leûnia abarz ann deiz ar béz hô dôa toullet.

21. Gourc’hémenni a réaz ivé d’hé c’hrég ma aozché eur banvez, hag ann holl boéd a oa réd évit tûd a dlé mon̄d enn hen̄t

22. Lakaad a réaz laza diou vioc’h lard, ha pévar tourz évid aoza eur banvez évid hé holl amézéien hag hé viñouned.

23. Raguel a bédaz stard Tobias da choum gan̄t-han̄ a-héd diou zizun.

24. Raguel a rôaz da Dobias ann han̄ter eûz ann holl vadou en dôa ; hag é réaz eur skrid, évit ma teûjé enn hé gers goudé hô marô, ann han̄ter all a choumé gan̄t-hô.


————


IX. PENNAD.


Ann Éal a ia da gaout Gabélus, péhini a zeu da eûreûd Tobias.


1. Neûzé Tobias a c’halvaz ann Éal, péhini a venné é oa eunn dén ; hag é lavaraz d’ézhan̄ : Azarias, va breûr, mé az péd da zélaoui va geriou.

2. Ha pa en em rôjenn da sklâv d’id, na rajenn két c’hoaz a-walc’h évit kémen̄t éc’h eûz gréat évid-oun.

3. Koulskoudé da bédi a rann da gémérout gan-éz al loéned hag ann dûd a zô red, ha da von̄t da Ragez, kéar d’ar Védied, da dî Gabélus ; hag é tistoli d’ézhan̄ hé skrîd, hag é kéméri arc’han̄t digan̄t-han̄, hag é pédi anézhan̄ da zon̄t d’am eûreûd.

4. Râk té a oar da-unan pénaoz va zâd a niver ann deisiou ; ha mar daléann eunn deiz ouc’h-penn, é vézô glac’haret hé éné.

5. Gwelet éc’h eûz ivé péger stard en deûz Raguel va fédet da choum aman̄, ha pénaoz na hellann két disprizout hé béden.

6. Neûzé Rafael ô véza kéméret gan̄t-han̄ pévar eûz a vévellou Raguel, ha daou gan̄val, a iéaz da Ragez, kéar d’ar Védied ; hag ô véza kavet Gabélus, é tistolaz d’ézhan̄ hé skrîd, hag é kéméraz digan̄t-han̄ ann holl arc’han̄t.

7. Danévella a réaz d’ézhan̄ kémen̄d a oa c’hoarvézet gan̄t Tobias ar mâb ; hag é lékéaz anézhan̄ da zon̄t gan̄t-han̄ d’hé eûreûd.

8. Gabélus ô véza deûet da dî Raguel, a gavaz Tobias ouc’h taol ; hag hé-man̄ ô sével, é pokchon̄t ann eil d’égilé ; ha Gabélus a wélaz, hag a veûlaz Doué,

9. Hag a lavaraz : Ra vennigô ac’hanod Doué Israel, ô véza ma oud mâb da eunn dén gwirion, da eunn dén mâd, da eunn dén a zouj Doué, hag a rô aluzennou.

10. Ha ra vézô benniget da c’hrég, hag hô tadou :

11. Ha ra wélot hô mipien, ha mipien hô mipien bétég ann drédé hag ar bévaré gwenn ; ha ra vézô benniget hô kwenn gan̄d Doué Israel, péhini a rén a gan̄tved da gan̄tved.

12. Hag ann holl ô véza lavaret, Amen, en em lékéjon̄t ouc’h taol ; hôgen é-pad banvez ann eûreûd é virchon̄t c’hoaz doujan̄s ann Aotrou.


————


X. PENNAD.


Nec’h tâd ha mamm Tobias.


1. Hôgen ével ma taléé Tobias, dré ann abek d’hé eûreûd, hé dâd en em néc’haz, hag a lavaré : Pé évit trâ é talé va mâb, pérâg ef-hén̄ dalc’het énô ?

2. Ha marô é vé Gabélus, ha na helfe dén disteûrel ann arc’han̄t d’ézhan̄ ?

3. Don̄t a réaz éta d’en em c’hlac’hari, hag Anna hé c’hrég gan̄t-han̄ ; hag en em lékéjon̄t hô daou da wéla, ô véza na oa két distrôet hô mâb d’ann deiz merket.

4. Hôgen hé vamm a wélé hep gellout en em zic’hlac’hari, hag a lavaré : Allas! allas! va mâb ! Pérâg hon eûz-ni da gaset ker pell, té, goulou hon daoulagad, bâz hor c’hôzni, fréalzidigez hor buez, géd hon nésted ?

5. Pa hor bôa pép-trâ kévret enn-od hép-kén, na dliemp két da bellaad diouz-omp.

6. Ha Tobias a lavaré d’ézhi : Tâv, ha n’en em c’hlac’har két ; iac’h eo hor mâb ; léal-brâz eo ann dén-zé gan̄t péhini hon eûz hé gaset.

7. Hôgen na hellé két hî en em zic’hlac’hari é doaré é-béd ; hag ô von̄t bemdez er-méaz eûz hé zî, é sellé trô-war-drô, hag éz éa enn holl hen̄chou dré béré é venné-hi é helfé distrei, évit gellout hé wélout a bell pa zistrôjé.

8. Koulskoudé Raguel a lavaraz d’hé vâb-kaer : Choum aman̄, ha mé a gasô da Dobias da dâd kélou oûz da iéc’hed.

9. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a oar pénaoz bréma va zâd ha va mamm a niver ann deisiou, ha pénaoz in̄t gwall nec’het.

10. Pa en dôé Raguel pédet-kaer Tobias, ha pa na fellé két da hé-man̄ hé zélaoui é doaré é-béd, é lékéaz Sara étré hé zaouarn, gan̄d ann han̄ter eûz hé holl drâ, eûz hé baotred, eûz hé blac’hed, eûz hé dropellou, eûz hé gan̄valed, eûz hé zaoud, hag eûz a galz a archan̄t ; hag hé lézel a réaz da von̄t-kuît leûn a iéc’hed hag a lévénez,

11. O lavarout : Ra vézô Éal san̄tel ann Aotrou enn hoc’h hen̄t, ha ra gasô ac’hanoc’h dizrouk ha iac’h ; ha ra gavot pép-trâ ervâd war-drô d’hô tûd ; ha ra wélô va daoulagad hô pugalé abarz ma varvinn.

12. Neûzé ann tâd hag ar vamm a géméraz hô merc’h, a bokaz d’ézhi, hag hé lézaz da von̄t :

13. Oc’h alia anézhi da énori hé zâd-kaer, da garout hé ozac’h, da reiza hé ziegez, da réna hé zî, ha d’en em virout hé unan didamall.


————


XI. PENNAD.


Aliou Rafael da Dobias.


1. Ha pa zistrôen̄t, é teûjon̄t ann unnékved deiz da C’haran, a zô war ann hen̄t ô von̄t da Niniv.

2. Hag ann Éal a lavaraz : Tobias va breûr, té a oar é pé zoaré éc’h eûz lézet da dâd.

3. Mar fell éta d’id, éz aimp araok, ha da zervicherien a zeûi gwestad war hol lerc’h, gan̄d da c’hrég, ha gan̄d da loéned.

4. Ha p’hô dôé lékéat enn hô fenn mon̄d ével-sé, Rafael a lavaraz da Dobias : Kâs gan-éz eûz a véstl ar pésk ; râg ézomm ez pézô anézhan̄. Tobias a géméraz éta eûz ar véstl-zé, hag hî en em lékéaz enn hen̄t.

5. Hôgen Anna a azézé bemdez war-harz ann hen̄t war lein eur ménez, a béléac’h é hellé gwélout a bell.

6. Hag ével ma sellé ac’hanô ma na zeûé két hé mâb, é wélaz anézhan̄ a bell, hag hî hé anavézaz râk-tâl ô ton̄t ; hag oc’h en em lakaad da rédek, é kasaz ar c’hélou d’hé ozac’h, ô lavarout : Chétu da vâb ô ton̄t.

7. Ha Rafael a lavaraz da Tobias : Kerken̄t ha ma vézi éat enn da dî, azeûl ann Aotrou, da Zoué hag oc’h hé drugarékaat, tôsta oud da dâd, ha pok d’ézhan̄.

8. Ha râk-tâl laka oud hé zaoulagad eûz ar vestl pésk a zougez gan-éz ; râg gwéz pénaoz kerken̄t é tigorô he zaoulagad, hag é wélô da dâd goulou ann én̄v, hag é vézô leûn a lévénez pa wélô ac’hanod.

9. Neûzé ar c’hî péhini a oa éat enn hen̄t gan̄t-hô, a iéaz enn hô raok, hag ével pa vijé bét eur c’hannad, é tiskouézé hé lévénez gan̄d hé lidou, hag oc’h héja hé lôst.

10. Ha tâd Tobias hag hén̄ dall, a zavaz, hag en ém lékéaz da bafala gan̄d hé dreid ha da rédek ; hag ô kémérout dourn eur paotr, éz éaz da ziambrouga hé vâb.

11. Hag ô tigémérout anézhan̄ é pokaz d ézhan̄, hag hé c’hrég ivé, hag é téraouchon̄t hô daou da wéla gan̄t lévénez.

12. Ha goudé m’hô dôé azeûlet Doué, ha trugarekéet anézhan̄, éc’h azézchon̄t.

13. Neûzé Tobias ô kémérout eûz a véstl ar pésk, a lékéaz anézhan̄ oud daoulagad hé dâd.

14. Ha p’en dôé gortozet war-drô eunn han̄ter heûr, é téraouaz don̄d er-méaz eûz hé zaoulagad eur groc’hénen wenn é-doaré eur gwenn-vî.

15. Tobias ô krégi enn-hi hé sachaz eûz hé zaoulagad, ha râk-tâl é teûaz ar gwéled d’ézhan̄.

16. Hag hî a veûlaz Doué, hén̄, hag hé c’hrég, hag ar ré holl a anavézé anézhan̄.

17. Ha Tobias a lavaré : Mé a vennig ac’hanod, Aotrou, Doué Israel, ô véza ma éc’h eûz va c’hastizet, ha ma éc’h eûz va faréet ; ha chétu é wélann va mâb Tobias.

18. Sara, grég hé vâb, a zeûaz ivé seiz dervez goudé, gan̄d hé holl dûd leûn a iéc’hed, hag hé loéned, hag hé c’han̄valed, ha kalz a arc’han̄t eûz hé argourou ; hag ivé ann arc’han̄t a oa bét distolet gan̄t Gabélus.

19. Hag hen̄ a zanévellaz d’hé dûd ann holl vâd-ôberiou en dôa gréat Doué d’ézhan̄ dré ann dén a oa éat gan̄t-han̄.

20. Ac’hior ha Nabat, ken̄dirvi Tobias, a zeûaz d’en em laouenaat gân̄t-han̄, ha d’hé veûli eûz a gemen̄t en dôa gréat Doué enn hé gén̄ver.

21. Hag hî en em laouénaaz, oc’h ôber banvez a-héd seiz dervez.


————


XII. PENNAD.


Steûzia a ra Rafael dirâk Tobias hag hé vâb.


1. Neûzé Tobias a c’halvaz hé vâb, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a hellomp-ni da rei d’ann dén san̄tel-zé a zô bét éat gan-éz ?

2. Ha Tobias a lavaraz d’hé dâd : Va zâd, pé c’hôbr a rôimp-ni d’ézhan̄, ha pétrâ a helfé béza dellézek évid hé vâd-ôberiou ?

3. Va c’haset ha va digaset en deûz é iéc’hed ; béd eo hé-unan ô klask arc’han̄t Gabélus ; va lékéat en deûz da gaout va grég ; ann diaoul en deûz pelléet diout-hi, ha laouénéet hé zûd gan̄t-han̄ ; miret en deûz ouz-in na venn loun̄ket gan̄d ar pésk ; da lékéat en deûz da unan da wélout goulou ann én̄v ; ha gan̄t-han̄ eo omp bét leûniet a bép vâd. Pétrâ éta a hellomp ni da rei d’ézhan̄ hag a vé dellézek eûz a gémen̄t-sé ?

4. Hôgen da bédi a rann, va zâd, da c’houlenn stard digan̄t-han̄ ma teurvezô kémérout évit-han̄ ann han̄ter eûz a gemen̄t hon eûz digaset gan-é-omp.

5. Neûzé ann tâd hag ar mab ô véza hé c’halvet, a gasaz anézhan̄ a dû ; hag é pédchon̄t stard anézhan̄ ma teurvézché kémérout évit han̄ ann han̄ter eûz a gémen̄t hô dôa digaset gan̄t-hô.

6. Neûzé ann Éal a lavaraz d’ézhô é kuzul : Bennigit Doué ann én̄v, ha meûlit-hén̄ dirâg ann holl ré-véô, o véza ma en deûz gréat trugarez enn hô kén̄ver.

7. Râk mâd eo derc’hel enn amc’hou!ou lavar-kuzet eur roué ; hôgen énoruz eo diskouéza hag embanna ôberiou Doué.

8. Gwelloc’h éo ar béden gan̄d ar iûn hag ann aluzen, égéd ann ten̄zoriou hag ann aour a helfed da zastumi.

9. Râg ann aluzen a zieûb eûz ar marô, hag hi eo a lam ar béc’héjou, hag a laka da gavout ann drugarez hag ar vuez peûr-baduz.

10. Hôgen ar ré a ra ar péc’hed hag ar fallagriez a zô énébourien hô énéou.

11. Diskleria a rinn éta d’é-hoc’h ar wirionez, ha na guzinn két ouz-hoc’h eunn dra a zô disgwél.

12. Pa bédez gan̄d daélou, ha pa vésiez ar ré varô, ha pa lézez évit-sé da lein, ha pa guzez ar ré varô enn da di a-héd ann deiz, évid hô bésia a-héd ann nôz ; mé em eûz kenniget da bédennou d’ann Aotrou.

13. Hag ô véza ma oaz hétuz da Zoué, eo bét réd é vijez arnodet gan̄ d ann temptérez.

14. Ha bréma ann Aotrou en deûz va digaset évit da baréa, hag évit dieûbi diouc’h ann diaoul Sara, grég da vâb.

15. Râk mé eo ann Éal Rafael, unan eûz ar seiz péré a zô dirâg ann Aotrou.

16. Pa glevchon̄t kémen̄t-sé é oen̄t saouzanet, hag enn eur gréna en em daolchon̄t d’ann douar war hô génou.

17. Hag ann Éal a lavaraz d’ezhô : Ar péoc’h ra vézô gan-é-hoc’h, n’hô pézet két a aoun.

18. Râk pa édounn gan-é-hoc’h, dré ioul Doué édounn ; bennigit-hén̄, ha kanit hé veûleûdiou.

19. Diouc’h ann doaré é tébrenn hag éc’h évenn gan-é-hoc’h : hôgen mé a zô maget gan̄d eur boéd ha gan̄d eur braoued ha na hellon̄t két béza gwélet gan̄d ann dûd.

20. Préd eo d’in distrei étrézég ann hini en deûz va digaset ; hôgen c’houi, bennigit Doué hag embannit hé holl vurzudou.

21. Ha p’en dôé lavaret kémen̄t-sé, é steûziaz a zira-z-hô, ha na helchon̄t mui hé welout.

22. Neûzé ô véza en em daolet d’ann douar war hô génou a-héd teir heûr, é vennigchon̄t Doué ; hag ô véza savet, éc’h embanchon̄t hé holl vurzudou.


————


XIII. PENNAD


Kanaouen Tobias.


1. Neûzé Tobias, ann hini kôz, ô tigéri hé c’hénou a vennigaz ann Aotrou, hag a lavaraz : Brâz oud, Aotrou, er beûr-badélez, ha da rén en em astenn enn holl gan̄tvédou :

2. Râk té a skourjez hag a zieûb : té a gâs d’ann ifernou, hag a zigas ac’hanô : ha n’eûz hini hag a helfé tec’hout diouc’h da zourn.

3. An̄savit ann Aotrou, bugalé Israel ; ha meûlit-hén̄ dirâg ar brôadou :

4. Râg évit-sé en deûz hô skin̄et é-touez ar brôadou, péré na anavézon̄t két anezhan̄, évit ma embannot hé vurzudou, ha ma rôot da anaout d’ézhô penaoz n’eûz Doué all holl-c’halloudek némét-han̄.

5. Hén̄ eo en deûz hor c’hastizet enn abek d’hor fallagriézou, hag hén̄ eo a zieûbô ac’hanomp enn abek d’hé drugarez.

6. Sellit éta pétrâ en deûz gréat enn hor chén̄ver, hag an̄savit anézhan̄ gan̄d douj ha gan̄t krén ; ha meûlit dreist penn enn hoc’h ôberiou Roué ar c’han̄tvedou.

7. Évid-oun-mé a an̄savô anézhan̄ é douar va sklavérez ; ô véza ma en deûz diskouézet hé veûrdez é-kén̄ver eur vrôad, hag hi péc’hérez.

8. Distrôit éta, péc’herien ha grît reiz dirâk Doué, ha krédit pénaoz é rai trugarez enn hô kén̄ver.

9. Évid-oun-mé ha va éné, en em laouénaimp enn-han̄.

10. Bennigit ann Aotrou, c’houi holl hé zûd-dilennet ; bézet d’é-hoc’h deisiou a lévenez, hag an̄savit-hén̄.

11. Jéruzalem, kéar Doué, da gastizet en deûz ann Aotrou enn abek da ôberiou da zaouarn.

12. An̄sav ann Aotrou enn da vadou, ha bennig Doué ar c’han̄tvédou, évit ma assavô hé dabernakl enn-oud, ha ma lakai ann holl sklaved da zistrei étrézég enn-oud, ha ma en em laouénai é holl gan̄tvédou ar c’han̄tvédou.

13. Eûz a eur goulou skéduz é luc’hi ; hag ar boblou eûz a holl harzou ann douar a azeûlô ac’hanod.

14. Ar brôadou a zeûi a bell-brâz étrézég enn-oud ; hag ô tigas rôou, éc’h azeûlin̄t enn-oud ann Aotrou, hag é sellin̄t da zouar ével eunn douar san̄tel.

15. Râg ann hanô brâz a bédin̄t enn-oud.

16. Ar ré az tisprizô a vézô milliget ; ar ré a zrouk-prézégô diwar da benn a vézô barnet ; hag ar ré a zavô ac’hanod a vézô benniget.

17. Évid-oud, té en em laouénai enn da vipien, ô véza ma vézin̄t holl benniget, ha ma vézin̄t strollet war-drô d’ann Aotrou.

18. Gwenvidig eo ar ré holl a gâr ac’hanod, hag en em laouéna enn da béoc’h.

19. O va éné, bennig ann Aotrou, ô véza ma en deûz dieûbet Jéruzalem, hé géar, eûz hé holl en̄krézou, hén̄ péhini eo ann Aotrou, hon Doué.

20. Gwenvidig é vézinn, mar choum c’hoaz eur ré-bennâg eûz va gwenn évit gwélout skéd Jéruzalem.

21. Persier Jéruzalem a vézô gréat gan̄t safer ha smaragduz ; hag hé muriou trô-war-drô a vézô gréat gan̄t mein talvouduz-brâz.

22. Hé leûriou-ker a vézô pavéet gan̄t mein gwenn kann ; hag a-héd hé ruiou é vézô kanet, alléluia.

23. Benniget ra vézô ann Aotrou, péhini en deûz hé savet kenn uc’hel, ha rénet war-n-ézhi é-pâd kan̄tvédou ar c’han̄tvédou. Amen.


————


XIV. PENNAD.


Geriou divéza Tobias. Marô hé vâb.


1. Chétu geriou divéza Tobias. Ha goudé ma oe distrôet ar gwéled d’ézhan̄, é vévaz daou vloaz ha daou-ugen̄t ; hag hén̄ a wélaz mipien hé nized.

2. Ha goudé ma oé marô da zaou vloaz ha kan̄t, é oé bésiet gan̄d énor é Niniv.

3. C’houec’h vloaz hag han̄ter-kan̄t en dôa pa gollaz ar gwéled, ha da dri-ugen̄t é oé asrôet d’ézhan̄.

4. Ann dilerc’h eûz hé vuez a dréménaz el lévénez, ha goudé béza kerzet é douj Doué, é varvaz é péoc’h.

5. Pa oé daré da vervel, é c’halvaz Tobias hé vâb, ha seiz mâb bihan da hé-man̄, péré a oa nized d’ézhan̄, hag é lavaraz d’ézhô :

6. Diskar Niniv a zô tôst ; râk na gouézô két gér ann Aotrou ; hag hor breûdeûr péré a zô bét skiñet eûz a vrô Israel, a zistrôi enn-hi.

7. Holl zouar Israel goudé béza bét dizud, a vézô poblet a-névez, ha tî Doué péhini a zô bét devet, a vézô savet a-névez : ha kémen̄d hini a zouj Doué a zistrôi dî.

8. Ar brôadou a zilézô hô idolou, a zeûi da Jéruzalem, hag a choumô énô.

9. Hag holl rouéed ann douar en em laouénai enn-hi, oc’h azeûli roué Israel.

10. Sélaouit éta hô tâd, va mipien : servichit ann Aotrou er wirionez, ha likiit hô poan da ôber ar péz a zô hétuz d’ézhan̄.

11. Gourc’hémennit d’hô mipien ma rain̄t ôbériou reiz hag aluzennou, m’hô dévézô koun eûz a Zoué, ha ma vennigin̄t anézhan̄ é péb amzer er wirionez, hag eûz hô holl ners.

12. Bréma éta sélaouit ac’hanoun, va mipien, ha na choumit két aman̄ ; hôgen kerken̄t ha m’hô pézô bésiet hô mamm em c’hén̄ver hag enn hévéleb béz, hastit mon̄t-holl ac’hann :

13. Râg gwélout a rann pénaoz fallagriez ar géar-man̄ hé lakai da véza disman̄tret.

14. Pa oé éta marô hé vamm, Tobias a iéaz-kuît eûz a Niniv gan̄d hé c’hrég, hag hé vipien, ha mipien hé vipien, hag a zistrôaz étrézég hé dûd-kaer.

15. Iac’h hô c’havaz enn eur gôzni vâd ; hô frédéria a réaz hag é serraz hô daoulagad d’ézhô : holl zigwéz tî Raguel a zastumaz ; hag hén̄ a wélaz mipien hé vipien béteg ar pempved rumm.

16. Ha goudé m’en dôé bévet naon̄ték vloaz ha pévar-ugen̄t é douj Doué, é varvaz, hag hé mipien a vésiaz anézhan̄ gan̄t lid brâz.

17. Hé holl géren̄t, hag hé holl vipien en em gen̄dalc’haz bépréd enn eur vuez vâd, hag enn eur vuézégez san̄tel, enn hévélep doaré ma oen̄t karet gan̄d Doué ha gan̄d ann dûd ha gan̄t kemen̄d hini a oa war ann douar.