Bibl/Levr Judit

Eus Wikimammenn
< Bibl
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 581-596)



LEVR JUDIT.


————


I. PENNAD.


Arfaksad trec’het gan̄t Nabukodonosor.


1. Arfaksad, roué ar Védied, goudé béza lékéat kalz a boblou da bléga dindân hé véli, a zavaz eur géar kré-brâz, a hanvaz Ekbatanis,

2. Gan̄t mein-bén ha pévar-c’hornek. Hé muriou a réaz eûz a zég ilinad ha trî-ugen̄t a léd, hag eûz a drégon̄t ilinad a uc’helded ; ha touriou péré ho dôa kan̄t ilinad a uc’helded.

3 Pévar-c’hornek é oa ann touriou, ha pép tû anézhô en dôa ugen̄t troatad a léd ; hag ar persier a réaz kenn uc’hel hag ann touriou.

4. Hag hén̄ a fougéé gan̄t ners hé armé, ha gan̄t galloud hé girri.

5. Hôgen enn daouzékved bloaz eûz hé rén, Nabukodonosor, roué ann Assiried, péhini a réné é Niniv, ar géar vrâz, a vrézéliaz oud Arfaksad, hag a drec’haz anézhan̄,

6. Er gompézen vrâz, a zô hanvet Ragan, war harz ann Eufrat, hag ann Tigris, hag ar Jadason, é kompézen Erioc’h, roué ann Élisied.

7. Neûzé é kreskaz rén Nabukodonosor, hag hé galoun a zavaz ; hag hén̄ a gasaz étrézég ar ré holl a choumé er Silisia, é Damas, ha war al Liban,

8. Hag étrézég ar boblou a zô er C’harmel, hag é Sédar, hag ar ré a choum er Galiléa, hag é kompézen vrâz Esdrélon,

9. Hag étrézég ar ré holl a ioa é Samaria hag enn tû all da ster Jourdan bété Jéruzalem, ha da holl vrô Jessé bété ma teûeur da harzou ann Etiopia.

10. D’ar ré-zé holl Nabukodonosor, roué ann Assiried, a gasaz kannaded :

11. Hôgen ar ré-man̄ a-ioul pép-hini a zinac’haz hé c’houlenn, a gasaz-kuît hé gannaded hép trâ é-béd, ha na ziskouézaz d’ézhô néméd dismégan̄s.

12. Neûzé ar roué Nabukodonosor ô sével droug enn-han̄ oud ann holl boblou-zé, a douaz dré hé drôn ha dré hé rouan̄télez, pénaoz éc’h énébché oud ann holl vrôadou-zé.


————


II. PENNAD.


Nabukodonosor a gâs Holofern gan̄d eunn armé gré.


1. Enn trizékved bloaz eûz a rén Nabukodonosor, enn eil zeiz war-n-ugen̄t eûz ar miz ken̄ta, é oé dalc’het kuzul é-tî Nabukodonosor, évid en em aoza d’ar brézel.

2. Hag hén̄ a c’halvaz ann hénaoured, hag hé zuged, hag hé vrézélidi, hag a rôaz da anaout d’ézhô hé ioul ar guzéta.

3. Lavarout a réaz d’ézhô pénaoz en dôa c’hoan̄t da lakaad da bléga dindân hé véli ann douar holl.

4. Kémen̄t-sé ô véza bét kavet mâd gan̄d ann holl, ar roué Nabukodonosor a c’halvaz Holofern, prin̄s eûz hé armé,

5. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa da stourmi oud ann holl rouan̄télésiou eûz ar c’hûs-héol, ha dreist-holl oud ar ré hô deûz disprizet va béli.

6. Da lagad na espernô rouan̄télez é-béd, hag é likii da bléga d’in ann holl geriou kré.

7. Neûzé Holofern a c’halvaz ann duged hag ann oviserien eûz a armé ann Assiried, hag évit mon̄t d’ar stourm, ével m’en dôa ar roué hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄, é tilennaz c’houec’h-ugen̄t mil dén war-droad ; ha daouzék mil gwaréger war-varc’h.

8. Lakaad a réaz da gerzout enn hé raok hé holl dron̄sadou gan̄d eunn niver ar brasa a gan̄valed, gan̄t kémen̄d a oa réd évit bividigez ann armé, gan̄t tropellou éjenned ha dén̄ved diniver.

9. Lakaad a réaz da zastumi éd enn holl Ziria, évid hé gavout pa drémenché.

10. Kémérout a réaz ivé kalz a aour hag a arc’han̄t eûz a dî ar roué.

11. Hag hén̄ en em lékéaz enn hen̄t gan̄d hé holl armé, gan̄d hé girri, gan̄d hé varc’heien hag hé warégerien, péré a c’hôlôé gorré ann douar, ével kiḻeien-raden.

12. Ha goudé m’en dôé tréménet harzou ann Assiried, é teûaz da vénésiou brâz Angé, péré a zô a gleiz d’ar Silisia, hag é piñaz enn hô holl gistilli, hag é kéméraz hô holl geriou kré.

13. Dré stourm é kéméraz ar géar brudet eûz a Véloti ; preiza a réaz holl vipien Tarsis, ha mipien Ismael, péré a oa é penn ann distrô, hag oud ar c’hrésteiz eûz a zouar Sellon :

14. Treûzi a réaz ann Eufrat, hag é teûaz er Mésopotamia ; dré stourm é kéméraz ann holl geriou uc’hel a oa énô, adalek froud Mambré bétég ar môr.

15. Kémérout a réaz ar vrô, adaleg ar Silisia, bétég harzou Jafet, a zô oud ar c’hrésteiz.

16. Holl vipien Madian a gasaz gan̄t-han̄, hô holl vadou a breizaz, hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a énébé out-han̄.

17. Goudé-zé é tiskennaz é parkou Damas é préd ar médérez, hag é lékéaz ann tân enn holl édou, hag é lékéaz da drouc’ha ann holl wéz hag ann holl winiennou.

18 Hag ar spoun̄t anézhan̄ a gouézaz war ann holl vipien eûz ann douar.


————


III. PENNAD.


Rogen̄tez Holofern.


1. Neûzé ar rouéed hag ar brin̄sed eûz ann holl geriou hag eûz ann holl brovin̄sou eûz ar Siria, eûz ar Mésopotamia, eûz ar Siria, eûz al Libia, hag eûz ar Silisia a gasaz kannaded étrézég Holofern, péré a lavaraz d’ézhan̄ :

2. Éhanet da zroug ouz-omp ; râg gwell eo d’é-omp béva ô servicha Nabukodonosor, ar roué brâz, ha pléga dindân-oud, éget mervel enn eunn doaré reûzeûdik, pé béza taolet er sklavérez.

3. Hon holl geriou, hag hon holl zouarou, hon holl vénésiou, hag hor c’hrec’hiennou, hag hor parkou, hag hon tropellou éjenned, ha dén̄ved, ha gevr, hag hor c’hézek, hag hor c’han̄valed, hag hon holl vadou, hag hon tadou, a zô dira-z-oud.

4. Bézet kémen̄d hon eûz dindân da véli.

5. Nî hag hor mipien a vézô da zervicherien d’id.

6. Deûz da aotrou péoc’huz d’é-omp, ha grâ eûz hor servich ével ma kiri.

7. Neûzé é tiskennaz eûz ar ménésiou gan̄d hé varc’heien hag hé armé vrâz ; hag hén̄ a lékéaz dindân hé véli ann holl geriou hag ann holl dûd eûz ar vrô.

8. Hag eûz ann holl geriou é kéméraz da skoazel ann dûd kalounéka, hag ar ré wella évid ar brézel.

9. Ha ker brâz é oé ar spoun̄t er brovin̄sou-zé, ma teûaz d’hé ziambrouga prin̄sed hag hénaoured ar vrô gan̄d ar boblou,

10. Péré a zigéméré anézhan̄ gan̄t kurunennou, ha gan̄t kleûzeûriou, ô tan̄sa gan̄t taboulinou ha gan̄t c’houitellou.

11. Ha pétrâ-bennâg ma réan̄t kémen̄t-sé, na helchon̄t ket habaskaat fervder hé galoun :

12. Râg diskara a réaz ho c’heriou, hag hô c’hoajou-sakr a drouc’haz.

13. Râk ar roué Nabukodonosor en dôa gourc’hémennet d’ézhan̄ kâs-da-gét holl zouéed ann douar, évit na vijé galvet Doué német-han̄ gan̄d ann holl vrôadou en dôa gellet Holofern lakaad da bléga dindân hé véli.

14. Neûzé é treûzaz ar Siria-Sobal, hag ann Apaméa holl, hag ar Mésopotamia holl, hag é teûaz enn Iduméa, é douar Gabaa ;

15. Hag hén̄ a géméraz hô c’heriou, hag a choumaz énô a-héd trégon̄t dervez, é-pâd péré é c’hourc’hemennaz é vijé strollet hé holl armé.


————


IV. PENNAD.


Éliakim ar bêlek-brâz a ali ar bobl da c’houlenn skoazel digan̄d ann Aotrou.


1. Neûzé bugalé Israel péré a choumé é douar Juda, hô dôé aoun na gouézchen̄t dindân galloud Holofern.

2. Ar spoun̄t hag ann heûz a grogaz enn-hô, gan̄d aoun na râjé é-kén̄ver Jéruzalem ha templ ann Aotrou, ével m’en dôa gréat é-kén̄ver ar c’heriou all hag hô zemplou.

3. Hag hî a gasaz trô-war-drô da Zamaria bété Jériko ; hag é kémerchon̄t holl leinou ar ménésiou.

4. Muriou a zavchon̄t war-drô d’hô bourc’hiou, hag é tastumchon̄t éd évit en em aoza d’ar brézel.

5. Ar bélek Éliakim a skrivaz ivé d’ar ré holl a choumé étrézég Esdrélon, a zô râg-énep d’ar gompézen vrâz a zô war harz Dotain, ha d’ar ré holl a hellé en em gavout war ann hen̄t ;

6. Évit ma kémerchen̄t leinou ar ménésiou dré béré é helled mon̄d da Jéruzalem, hag évit ma tiwalchen̄t énô al lec’hiou strîz en em gavé er ménésiou.

7. Ha bugale Israel a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô gan̄d ar bélek Éliakim.

8. Hag ann holl bobl a c’harmaz gan̄t striv étrézég ann Aotrou ; hag hî a vuélaaz hô énéou gan̄d ar iunou hag ar pédennou, hî hag hô gragez.

9. Ar véleien en em c’hôlôaz gan̄t saéou-reûn, ha bugalé a oé lékéat war hô dremm dirâk templ ann Aotrou ; hag aoter ann Aotrou a c’hôlôchon̄t gan̄t eur zae-reûn :

10. Hag hî a c’harmaz a-unan étrézé Doué Israel, évit na vijé két rôet hô bugalé é preiz, hag hô gragez é rann, hag hô c’heriou é disman̄tr, hag hô san̄tuar é saotr ; ha na zeûjen̄t két hô-unan é dismégan̄s é-touez ar brôadou.

11. Neûzé Eliakim, bélek-brâz ann Aotrou, a iéaz war-drô da Israel, hag a gomzaz oud ar bobl,

12. O lavarout : Gwézit pénaoz ann Aotrou a zélaouô oud hô pédennou, mar ken̄dalc’hit er iunou hag er pédennou dirâg ann Aotrou.

13. Hô pézet koun eûz a Voizez, servicher ann Aotrou, péhini a oé tréac’h da Amalek, en em fisié war hé ners ha war hé c’halloud, war hé armé, war hé dirennou, ha war hé girri, ha war hé varc’heien ; a oé tréac’h d’ézhan̄, nann ô stourmi gan̄d ann houarn, hôgen gan̄d ar zantélez eûz hé bédennou.

14. Ével-sé é c’hoarvézo gan̄d holl énébourien Israel, mar ken̄dalc’hit er péz hoc’h eûz déraouet da ôber.

15. Ar bobl éta ô klevout ann ali-zé, a bédé ann Aotrou, hag a choumé bépréd dira-z-han̄.

16. Hag ar ré zô-ken péré a réa sakrifisou-losk d’ann Aotrou, hô c’hennige, hag hî gwisket gan̄t saéou-reûn, hag hô fenn gôlôet gan̄t ludu.

17. Hag holl é péden̄t Doué a greiz hô c’haloun, ma teûjé da visita hé bobl a Israel.


————


V. PENNAD.


Bugalé Israel a fell d’ézhô énébi oud Holofern.


1. Rôet é oé da anaout da Holofern, prin̄s armé ann Assiried, pénaoz bugalé Israel en em aozé évid énébi, ha pénaoz hô dôa serret hen̄chou ar ménésiou :

2. Hag ô véza savet enn-han̄ eunn droug hag eur frouden ar brasa, é c’halvaz holl brin̄sed Moab, ha duged Ammon,

3. Hag é lavaraz d’ézhô : Livirit d’in piou eo ar bobl-zé péhini a zalc’h ar ménésiou ; péré eo hô c’heriou, pétrâ eo ann ners hag ann niver anezhô : pétrâ eo ar galloud hag ann niver eûz ar bobl-zé, ha piou eo ar prin̄s eûz hô armé :

4. Ha pérâg é-touez ar ré holl a choum er sâv-héol, n’eûz némét-hô a gémen̄t hô deûz disprizet ac’hanomp, na n’in̄t két deûet d’hon diambrouga, évid hon digémérout é péoc’h ?

5. Neûzé Akior, dûg holl vipien Ammon, a respoun̄taz hag a lavaraz : Mar prizez va sélaoui, ô va aotrou, é livirinn ar wirionez dira-z-oud diwar-benn ar bobl-zé a choum er ménésiou, ha gér gaou é-béd na zeûi er-méaz eûz va génou.

6. Eûz a wenn ar C’haldéed eo ar bobl-zé.

7. Da gen̄ta é choumaz er Mésopotamia, ô véza na fellaz két d’ézhô heûlia douéed hô zadou, a oa é brô ar C’haldéed.

8. O véza éta dilézet gan̄t-hô lidou hô zadou, péré a azeûlé kalz douéed,

9. É kéelchon̄t eunn Doué hép-kén, Doué ann én̄v péhini a c’hourc’hémennaz d’ézhô m’az ajen̄t er-méaz eûz ar vrô-zé, ha m’az ajen̄t da choum é Karan, ha pa zeûaz ann naounégez da c’hôlei ann holl vrô-zé, é tiskenchon̄t d’ann Éjipt ; hag énô é kreskchon̄t kémen̄t é niver a-héd pévar c’han̄t vloaz, na helled két da nivéri hô armé.

10. Hag ével ma oan̄t heskinet gan̄t roué ann Éjipt, péhini hô redié da ôber labouriou prî ha brikennou évit sével hé geriou, é c’harmchon̄t étrézég hô Doué, péhini a skôaz war ann Éjipt gan̄t meûr a c’houli.

11. Ha goudé m’hô dôé ann Éjiptianed hô c’haset-kuît diout-hô, éc’h éhanaz ar gouliou war-n-ézhô ; hôgen pa fellaz d’ézhô hô faka, hag hô lakaad a-névez é sklavérez dindan-hô,

12. Doué ann én̄v a zigoraz d’ézhô ar môr pa dec’hen̄t, enn hévélep doaré ma en em stardaz ann douréier enn daou dû ével muriou ; hag hî a dreûzaz gwéled ar môr, hép glépia hô zreid.

13. Ha p’az éaz war hô lerc’h enn hévélep léac’h ann armé diniver eûz ann Ejiptianed, é oé gôlôet gan̄d ann doureier ; ha na choumaz hini anézhô, évit rei da anaout ann dra-zé d’ar ré hô-goudé.

14. Goudé ma oé deûet ar ré all er-méaz eûz ar môr Rûz, éz éjon̄t é distroiou ménez Sina, é péré na oa éat, ha na oa choumet c’hoaz dén é-béd.

15. Enô ar feun̄teuniou a oa c’houerô a zeûaz da véza c’houék évit-hô, évit ma helchen̄t éva anézhô ; hag a-héd daou-ugen̄t vloaz é teûaz d’ézhô hô boéd eûz ann én̄v.

16. É pé léac’h-bennâg m’az éjon̄t, hép gwarek na saésiou, hép tiren hag hép klézé, hô Doué a stourmaz évit-hô, hag a drec’haz.

17. Ha n’en deûz dén faézet ar bobl-zé, némét pa eo pelléet eûz a géelidigez ann Aotrou, hé Zoué.

18. Hôgen kenn aliez gwéach m’hô deûz kéélet eunn doué all ha na oa két hô Doué, in̄t bét rôet d’ar preiz, d’ar c’hlézé, d’ar vézégez.

19. Hôgen kenn aliez gwéach ma hô deûz bét keûz da véza dilézet kéélidigez hô Doué, Doué ann én̄v en deûz rôet d’ézhô ann ners da énebi.

20. Ével-sé eo hô deûz trec’het rouéed ar C’hananéed, ar Jébuséed, ar Féréséed, ann Hétéed, ann Hévéed, ann Amorréed, hag ar re c’halloudusa eûz a Hésébon, hag hô deûz bét é kers hô holl geriou.

21. Ha keit ha ma n’hô deûz két péc’het a éneb hô Doué, eo bét ervâd pép-trâ gan̄t-hô : râg hô Doué a gasa ar fallagriez.

22. Dré-zé n’eûz két pell amzer, goudé ma oen̄t pelléet diouc’h ann hen̄t en dôa rôet Doué d’ézhô évit ma kerzchen̄t enn-han̄, é oen̄t dispennet er brézel gan̄t kalz a boblou, ha kalz anézhô a oé kaset é sklavérez enn eunn douar ha né oa két hô hini.

23. Hôgen a-névez-zô ô véza distrôet étrézég ann Aotrou, hô Doué, in̄t bét en em strollet goudé ar skiñadur-zé, in̄t bét piñet war ann holl vénésiou-zé, hag é piaouon̄t a-névez Jéruzalem, é péléac’h éma hô zempl.

24. Bréma éta, va aotrou, en̄klask ma hô deûz gréat eur gwall-bennnag a-éneb hô Doué ; ha piñomp étrézég enn-hô, râg hô Doué a lakai anézhô étré da zaouarn, hag é plégin̄t dindân da véli.

25. Hôgen ma n’en deûz két péc’het ar bobl-zé a-éneb hé Zoué, na hellimp két énébi out-hô; râg hô Doué a ziwallô anézhô ; ha nî a vézô da vézégez dirâg ann douar holl.

26. Ha p’en dôé Akior éhanet da gomza, é savaz droug é holl oviserien Holofern, hag hî a venné hé laza, hag a lavaré ann eil d’égilé :

27. Piou eo hen-nez a lavar pénaoz bugalé Israel a helfé énébi oud ar roué Nabukodonosor, hag oud hé arméou, hag hî tûd dizarm ha diners, ha péré na ouzon̄t két stourmi ?

28. Évit ma anavézô éta Akior pénaoz é touell ac’hanomp, piñomp war ar ménésiou-zé ; ha pa hor bézô kéméret ar ré c’halloudusa anézhô, neuzé é lazimp anézhan̄ gan̄d ar c’hlézé kévret gan̄t-hô :

29. Évit ma wézô ann holl boblou Nabukodonosor eo doué ann douar, ha n’eûz hini all é-béd némét-han̄.


————


VI. PENNAD.


Lékéat eo Akior étré daouarn bugalé Israel.


1. Hôgen p’hô dôé éhanet ar ré-man̄ da gomza, Holofern é péhini é oa savet eunn drouk brâz, a lavaras da Akior :

2. O véza ma éc’h eûz diouganet d’é-omp, ô lavarout pénaoz ar bobl a Israel a vézô diwallet gan̄d hé Zoué, évit ma tiskouézinn d’id pénaoz n’eûz Doué é-béd némét Nabukodonosor ;

3. Pa hor bézô hô lazet holl ével eunn dén hép-kén, neûzé é kouézi da-unan dindân klézé ann Assiried, hag Israel holl a vézo dispennet kévret gan-éz :

4. Hag éc’h anavézi pénaoz Nabukodonozor eo ann aotrou eûz ann douar holl ; ha neûzé klézé va brézélidi a dreûzô da gorf, ha goudé ma vézi bét treûzet, é kouézi é-touez ar ré c’hlazet eûz a Israel, ha na vévi mui, hag é vézi lazet gan̄t-hô.

5. Hôgen ma vennez é vé gwir da ziougan, na vézet két gwévet da zremm ; ha na vézet mui droulivet, ma vennez na helfé két béza sévénet ar péz a lavarann.

6. Hag évit ma anavézi pénaoz é c’hoarvézô kémen̄t-sé gan-éz kévret gan̄t-hô, chétu é vézi unanet a-vréma gan̄d ar bobl-zé, évit p’hô lakai va c’hlézé da c’houzan̄vi ar boan hô deûz dellézet, ma vézi ivé skôet kévret gan̄t-hô.

7. Neûzé Holofern a c’hourc’hémennaz d’hé dûd kémérout Akior, hé gâs war harz Bétulia hag hé lakaad étré daouarn bugalé Israel.

8. Ha tûd Holofern, ô véza kéméret Akior, a iéaz a-héd ar mésiou ; hôgen pa dôstajon̄t oud ar ménésiou, batalmerien kéar a zeûaz er-méaz enn hô énep.

9. Hôgen hi ô tistrei war gil ar ménez, a stagaz Akior oud eur wézen dré hé zaouarn ha dré hé dreid ; hag ô véza hé éréet ével-se gan̄t kerdin , hel lezchon̄t énô, hag é tistrôjon̄t étrézég hô aotrou.

10. Koulskoudé bugalé Israel ô tiskenni eûz a Vétulia, a zeûaz d’al léac’h ma édô-hén̄ ; hag ô véza hé ziéréet, é kaschon̄t anézhan̄ da Vétulia ; hag ô véza hé lékéat é-kreiz ar bobl, é c’houlenchon̄t digan̄t-han̄ pérâg hô dôa ann Assiried hé éréet hag hé lézet énô.

11. Enn amzer-zé éz oa da brin̄sed énô Ozias, mâb Mic’ha, eûz a vreûriez Siméon, ha C’harmi, a oa ivé hanvet Gotoniel.

12. Akior éta é-kreiz ann hénaoured, ha dirâg ann holl bobl, a zanévellaz ar péz en dôa lavaret da Holofern diouc’h hé c’houlennou ; pénaoz pobl Holofern a oa bét fellet gan̄t-han̄ é laza enn abek d’al lavar-zé ;

13. Ha pénaoz Holofern hé-unan ô véza savet droug enn-han̄, en dôa gourc’hémennet évit-sé hé lakaad étré daouarn ann Israélited ; évit, pa en divijé trec’het ann Israélited, é lakajé ivé Akior da vervel gan̄t kalz en̄krézou, dre m’en dôa lavaret : Doué ann én̄v a zô ô tiwallout anézhô.

14. Goudé m’en dôé Akior danévellet kémen̄t-sé, ann holl bobl en em daolaz war hé génou d’ann douar oc’h azeûli ann Aotrou ; hag oc’h unani hô garmou hag hô daélou, é kennigchon̄t kévret hô fédennou d’ann Aotrou,

15. O lavarout : Aotrou, Doué ann én̄v hag ann douar, sell oud hô rôgoni, ha gwél hor vuelded, hag évésa oud dremm ar ré éc’h eûz san̄télet, ha diskouéz pénaoz na zilézez két ar ré a laka hô fisian̄s enn-oud, ha pénaoz é vuéléez ar ré a laka hô fisian̄s enn-hô hô-unan, hag a ra fougé gan̄d hô ners hô-unan.

16. Goudé ann daelou-zé, ha goudé m’en dôe ar bobl gréat hé béden a-héd ann deiz, é tic’hlac’harchon̄t Akior,

17. O lavarout : Doué hon tadou, galloud péhini éc’h eûz disklériet, a rôi da c’hôbr d’id, enn hévélep doaré ma wéli ann dispennadur anézhô.

18. Ha pa en dévézô ann Aotrou, hon Doué, rôet ann dieûb-zé d’hé zervicherien, ra vézô ivé da Zoué d’id enn hor c’hreiz ; évit ma vévi gan-é-omp, ével ma kiri, té ha da holl dûd.

19. Neûze Ozias, pa oé peûr-zalc’het ar c’huzul, a zigéméraz anézhan̄ enn hé dî, hag a rôaz d’ézhan̄ eur goan vrâz.

20. Hag ô véza galvet ann holl hénaoured, goudé béza iunet héd ann deiz, é kémerchon̄t hô fréd kévret.

21. Goudé-zé é oé galvet ann holl bobl, hag é pédchon̄t héd ann nôz el léac’h é péhini édon̄t strollet, ô c’houlenn skoazel digan̄d Doué Israel.


————


VII. PENNAD.


Diénez vrâz a zour é Bétulia.


1. Hôgen an̄trônôz Holofern a c’hourc’hémennaz d’he vrézélidi piña a-énep Bétulia.

2. Béz’ en dôa enn hé armé c’houec’h ugen̄t mil dén war droad, ha daou vil dén war-n ugen̄t war varc’h, hép nivéri ar re a oa bét kéméret enn ergerz, hag ann holl dud-iaouan̄k a oa bét digaset eûz ar brovin̄sou hag eûz ar c’heriou dré béré a oa trêménet.

3. En em aoza a réjon̄t holl évit stourmi out bugalé Israel ; hag é teûjon̄t a-héd ar ménez bétég ar gribel a zell oud Dotain, adaleg al léac’h hanvet Belma, bété C’helmon a zô râg-enep da Esdrelon.

4. Hôgen bugale Israel, pa wélchon̄t al lôd brâz a dûd-zé, en em daolaz d’ann douar war hô génou, a c’hôlôaz hô fenn gan̄t ludu, hag a bédaz a-unan Doué Israel, ma tiskouézché hé drugarez é-kén̄ver hé bobl.

5. Hag ô kémérout hô armou a vrézel, en em lékéjon̄t el lec’hiou, é péré ez oa hen̄chou kéô évit treûzi ar ménésiou, hag é tiwallen̄t anézhô nôz-deiz.

6. Hôgen Holofern oc’h ôber ann drô eûz ar ménez, a gavaz pénaoz ar feun̄teun a rédé é kéar é dôa eur zan er-méaz eûz a géar war-zû ar c’hrésteiz ; hag hén̄ a c’hourc’hémennaz trouc’ha ar zân.

7. Béz’ éz oa koulskoude feun̄teuniou ha na oa két pell eûz ar muriou, é péré éz ea tûd kéar da glask dour é-kûz, ken̄t évit habaskaad hô zéc’hed égéd évid hé derri.

8. Hôgen mipien Ammon ha mipien Moab a iéaz da gavout Holofern, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Bugalé Israel na fision̄t két war hô goafiou na war hô saésiou ; hôgen gan̄d ar ménésiou in̄t diwallet, hag ann torgennou hag ann torrodou a ra hô ners.

9. Évid éta ma helli hô zrec’hi hép stourm, laka gwarded oud ar feun̄teuniou, évit na gémerin̄t két a zour anézhô, hag hô lazi hép klézé ; pé é teûin̄t da skuiza, hag é rôin̄t hô c’héar a gav d’ézhô na helfé két beza kéméret, ô véza ma eo savet war lein eur ménez.

10. Ar geriou-zé a oé kavet-mâd gan̄d Holofern, ha gan̄d hé oviserien, hag é oé lékéat kan̄t dén da ôber gward war-drô da bép feun̄teun.

11. Pa oé bét gréat ar gward-zé a-héd ugen̄t dervez, ann holl bun̄sou hag ann holl naosiou dour en em gavaz war zéac’h, ha na zeûé két é Bétulia péadrâ da zizéc’hédi a-héd eunn dervez ar ré a choumé enn-hi, dré ma rôed bemdez ann dour d’ar bobl dré ven̄t.

12. Neûzé ar oazed, ar merc’hed, ann dûd-iaouan̄k, hag ar vugalé a zeûaz holl da gavout Ozias, hag a lavaraz d’ézhan̄ enn eur vouéz :

13. Ra vézô Doué da varner étré té ha nî ; râk té eo éc’h eûz didennet ann drouk-zé war-n-omp, ô véza né két fellet d’id komza a béoc’h gan̄d ann Assiried ; ha dré-zé eo en deûz Doué hol lékéat étré hô daouarn.

14. Ével-sé n’hon eûz skoazel é-béd, hag é kouézomp dirâg hô daoulagad gan̄d ar sec’hed, ha gan̄d eur reûz brâz.

15. Strollid éta bréma ar ré holl a zô é kéar, évit ma en em rôimp holl a-ioul da bobl Holofern.

16. Râg gwell eo d’é-omp meûli ann Aotrou er sklavérez ha nî béô, égét mervel bréma, ha béza da vézégez d’ann dûd holl, pa wélimp hor gragez hag hor bugalé ô vervel dirâg hon daoulagad.

17. Nî hô péd hirio dirâg ann én̄v hag ann douar, ha dirâk Doué hon tadou, péhini hor c’hastiz hervez hor péc’héjou, ma lékéot bréma kéar étré daouarn armé Holofern, ma kavimp eur marô trumm dindân ar c’hlézé, é léac’h ar marô hîr a zeû d’é-omp gan̄t fô ar sec’hed.

18. Ha pa oé lavaret kémen̄t-sé gan̄t-hô, é savaz garm ha daélou brâz enn holl strollad tûd ; hag é-pâd meûr a heûr é c’harmchon̄t a-unan ouc’h Doué, ô lavarout :

19. Gan̄d hon tadou hon eûz péc’het, a-éneb ar gwîr hon eûz embréget, fallagriez hon eûz gréat.

20. Té, ô véza ma oud mâd, az péz truez ouz-omp ; pé ven̄j hor fallagriézou, ô kastiza ac’hanomp da-unan ; ha na laka két ar ré hô deûz hô fisian̄s enn-oud, étré daouarn ar bobl ha na anavez két ac’hanod ;

21. Évit na vézô két lavaret é-touez ar boblou : Péléac’h éma hô Doué ?

22. Ha pa oen̄t skuîz ô c’harmi hag ô wéla, é tavchon̄t :

23. Neûze Ozias, beûzet gan̄d ann daélou, a lavaraz d’ézhô : Kalounékait mâd, va breûdeûr, ha gortozomp c’hoaz a-héd ar pemp dervez-man̄ trugarez ann Aotrou :

24. Martézé éc’h habaskai hé vuanégez, hag é savô gloar hé hanô.

25. Hôgen ma na zeû két a skoazel d’é-omp, pa vézô tréménet ar pemp dervez-zé, é raimp ar péz hoc’h eûz lavaret.


————


VIII. PENNAD.


Piou é oa Judit.


1. Ha kémen̄t-sé a oé klevet gan̄t Judit ann in̄tan̄vez, a oa merc’h da Vérari, mâb Idoks, mâb Jozef, mâb Ozias, mâb Élai, mâb Jamnor, mâb Gédéon, mâb Rafaim, mâb Ac’hitob, mâb Malc’hia, mâb Énan, mâb Natania, mâb Salatiel, mâb Siméon, mâb Ruben ;

2. Hé ozac’h a oa hanvet Manasez, péhini a varvaz é préd médérez ann heiz :

3. Râk pa lékéa hé dûd da en̄dramma er parkeier, ar c’hrouez a gouézaz war hé benn, hag hén̄ a varvaz é Bétulia hé géar, hag a oé bésiet enn-hi gan̄d hé dadou.

4. Tri bloaz han̄ter a ioa aba ma oa choumet Judit in̄tan̄vez.

5. Gréat é dôa évit-hi er penn uc’héla eûz hé zî eur gampr disgwél, é péhini é choumé klôz gan̄d hé flac’hed.

6. Hag hî gan̄d eur gouriz-reûn war hé dargreiz, a iuné é holl zeisiou hé buez, neméd é deisiou ar Sabbat, é deisiou ken̄ta pép mîz, hag é goéliou tî Israel.

7. Kaer-brâz é oa-hî ; hag hé ozac’h en dôa lézet gan̄t-hi madou brâz, kâlz a zervicherien, ha digwésiou leûn a dropellou a zaoud hag a zén̄ved.

8. Brudet-brâz é oa-hî é-touez ann holl, ô véza ma toujé-kaer ann Aotrou ; ha dén na lavaré droug é-béd diwar hé fenn.

9. Pa glevas hou-man̄ pénaoz en dôa Ozias rôet hé c’hér é rôjé kéar a-benn tri dervez, é kasaz da gerc’hout ann hénaoured Chabri ha Charmi.

10. Ar ré-man̄ a zeûaz d’hé c’havout, hag hî a lavaraz d’ézhô : Pénaoz en deûz Ozias rôet hé c’hér é lakajé kéar étré daouarn ann Assiried, ma na zeû skoazel d’é-hoc’h a-benn tri dervez ?

11. Ha piou oc’h-hu c’houi, évit tempti ann Aotrou ?

12. Né kéd al lavar-zé a zidennô war-n-hoc’h hé drugarez ; hôgen ken̄toc’h é tigasô hé vuanégez, hag é lakai da zével he frouden.

13. Kémennet hoc’h eûz d’ann Aotrou préd hé drugarez hervez hoc’h ioul ; hag ann deiz hoc’h eûz merket d’ézhan̄.

14. Hôgen ô véza ma eo habask ann Aotrou, gréomp pinijen évit kémen̄t-sé, ha goulennomp hé drugarez é-kreiz hon daélou.

15. Râk Doué na c’hourdrouz két ével eunn dén, ha na zâv két a zroug enn-han̄ ével é mâb eunn dén.

16. Râk-sé vuélomp hon énéou dira-z-han̄, ha gan̄d eur spéred a izélidigez, bézomp da sklaved d’ézhan̄,

17. Ha pédomp ann Aotrou gan̄d daélou, ma rai trugarez enn hor c’hén̄ver ével ma karô : évit, ével ma eo bét strafiḻet hor c’haloun gan̄t rôgoni hon énébourien, ma fougéimp ivé gan̄d hor vuelder.

18. Râk n’hon eûz két heûliet péc’héjou hon tadou, péré hô deûz dilézet hô Doué, hag hô deûz azeûlet douéed a-ziavéaz brô ;

19. Péré évid ar gwall-zé a zô bét rôet da glézé, da wastadur, da vézégez hô énébourien ; hôgen nî, na anavézomp Doué all é-béd némét-han̄.

20. Gortozomb éta gan̄t vuelder hé fréalzidigez ; hag hén̄ a en̄klaskô hor goâd é-kreiz glac’hariou hon énébourien ; hag é vuélô ann holl boblou a zaô enn hon énép ; hag ann Aotrou, hon Doué, hô c’hôlôi a véz.

21. Ha bréma, va breûdeûr, ô véza ma oc’h hénaoured pobl Doué, ha ma talc’h hé éné diouz-hoc’h, savid hô c’haloun gan̄d hô komsiou, ma wésin̄t pénaoz eo bét temptet hon tadou, évit arnodi ma kéélen̄t hô Doué é gwirionez.

22. Hî a dlé gouzout pénaoz hon tâd Abrabam a zô bét temptet, ha pénaoz goudé ma oé bét arnodet gan̄t kalz a c’hlac’hariou, eo bét deûet da viñoun da Zoué.

23. Éve1-sé Izaak, ha Jakob, ha Moizez, hag ar ré holl hô deûz plijet da Zoué, a zô bét tréménet dré c’hlac’hariou brâz, hag hî tûd féal.

24. Hôgen ar ré péré n’hô deûz két digéméret ann arnodou-zé gan̄d doujan̄s ann Aotrou, péré hô deûz diskouézet hô dihabaskded, hag hô deûz héget ann Aotrou gan̄d hô rébechou hag hô c’hrôzou,

25. A zô bét dispennet gan̄d ann dispenner, hag a zô bét lazet gan̄d ann aéred.

26. Râk-sé na déaromp két enn abek d’ar péz a c’houzan̄vomp ;

27. Hôgen krédomp pénaoz ar c’hastizou-sé a zô disteroc’h égéd hor péc’héjou, ha pénaoz ar walen-zé a zigas Doué ével war hé zervicherien, a zeû ken̄toc’h évid hor gwellaen, égét évid hor c’holl.

28. Neûzé Ozias hag ann hénaoured a lavaraz d’ézhi : Kémen̄t ha ma éc’h eûz lavaret a zô gwîr, ha n’eûz nétrâ da damallout enn da c’heriou.

29. Péd éta bréma évid-omp, ô véza ma oud eur vaouez zan̄tel hag a zouj Doué.

30. Ha Judit a lavaraz d’ézhé : Ével ma anavézit pénaoz ar péz em eûz lavaret a zô eûz a Zoué ;

31. Arnodit ivé mar teû eûz a Zoué ar péz em eûz lékéat em penn da ôber ; ha pédit-hén̄, évit ma startai va dézô.

32. Choum a réot hénôz out porz kéar, ha mé a iélô er-méaz gan̄t va flâc’h : pédit, évit, ével ma hoc’h eûz lavaret, ma zellô ann Aotrou a druez, er pemp dervez-man̄, oud hé bobl a Israel.

33. Na fell két d’in é teûfac’h da en̄klaskout ar péz a fell d’in da ôber ; ha kén na zistrôinn étrézeg enn-hoc’h, na raed nétrâ némét pédi ann Aotrou, hon Doué, évid-oun.

34. Hag Ozias, prin̄s Juda, a lavaraz d’ézhi : Kéa é péoc’h, ha ra vézô ann Aotrou gan-éz évid en em ven̄ji eûz hon énébourien. Hag hî, ô véza hé lézet énô, a iéaz-kuît.


————


IX. PENNAD.


Péden Judit.


1. Pa oé éat ar ré-man̄ kuît, Judit a iéaz enn hé féden-léac’h ; hag ô véza gwisket eur zaé-reûn, é lékéaz ludu war hé fenn ; hag oc’h en em deûrel d’ann douar dirâg ann Aotrou, é c’harmé out-han̄, ô lavarout :

2. Aotrou, Doué va zâd Siméon, péhini éc’h eûz rôet d’ézhan̄ ar c’hlézé évid en em ziwallout diouc’h ann diavésidi, péré enn hô gwall-ioul hô dôa gwâllet eur werc’hez, hag hô dôa hé gôlôet a véz :

3. Ha té péhini éc’h eûz lékéat hô gragez é preiz, hag hô merc’hed é sklavérez ; hag éc’h eûz rannet hô holl ziwisk étré da zervicherien, péré a zô bét leûn a oaz évid-oud ; va skoazel-mé, in̄tan̄vez, mé az péd, ô Aotrou, va Doué.

4. Râk té eo éc’h eûz gréat ar burzudou ken̄ta, hag éc’h eûz hô mén̄net ann eil goudé égilé : ha n’éc’h eûz gréat néméd ar pez a fell d’id da ôber.

5. Da holl hen̄chou a zô aozet, hag enn da râg-gwél éc’h eûz lékéat da varnédigézou.

6. Sell bréma out kamp ann Assiried, ével ma éc’h eûz sellet out kamp ann Éjiptianed, pa réden̄t, hag hî armet, war-lerc’h da zervicherien, ô fisiout war hô c’hirri, ha war hô marc’heien, ha war ann niver brâz eûz hô brézélidi.

7. Selloud a réjoud hép-kén oud hô c’hamp, hag ann dévalien a c’hôlôaz anézhô.

8. Gwéled ar môr a zalc’has hô zreid, hag ann douréier a c’hôlôaz anézhô.

9. Ra c’hoarvézô kémen̄t-sé, ô Aotrou, gan̄d ar ré-man̄ péré a laka hô fisian̄s enn hô niver brâz, hag enn hô c’hirri, hag énn hô daredou, hag enn hô zirennou, hag enn hô saésiou, hag enn hô goafiou,

10. Ha péré na ouzon̄t két pénaoz eo té hon Doué, péhini adaleg ar penn-ken̄ta éc’h eûz tréc’het ann arméou, ha pénaoz ann Aotrou eo da hanô.

11. Sâv da vréac’h ével ma éc’h eûz gréat adaleg ar penn ken̄ta, ha torr hô ners gan̄d da ners ; ra ziskarô da vuanégez rôgoni ar ré péré a laka enn hô fenn gwalla da zan̄tuar, ha saotra tabernakl da hanô, ha diskara gan̄d hô c’hlézé korn da aoter.

12. Grâ, Aotrou, ma kouézô hé rôgoni dindân hé glézé hé-unan.

13. Ra vézô paket gan̄d hé zaoulagad hé-unan, ével gan̄d eul lindag, ô selloud ouz-in ; ha skô war-n-ézhan̄ gan̄d ann dudi eûz ar geriou a zeûi er-méaz eûz va génou.

14. Laka ken̄dalc’h em c’haloun évit ma tisprizinn anézhan̄, ha rô d’in nerz évit ma tiskarinn anézhan̄.

15. Eunn dra eo hag a vézô én̄varaz évid da hanô, pa vézô diskaret gan̄d dourn eur vaouez.

16. Râk n’éma két, ô Aotrou, da ners enn niver brâz, na da ioul é ners ar c’hézék ; hag ar ré rôk adaleg ar penn-ken̄ta n’hô deûz két hétet d’id ; hôgen bépréd eo bét kavet mâd gan-éz péden ar ré vuel hag ar ré habask.

17. Doué ann én̄vou, krouer ann douréier, hag Aotrou ann holl grouadurien, sélaou out va féden pégen dister-bennâg ma-z-ounn, pa lakaann va fisian̄s enn da drugarez.

18. Az péz koun eûz da gévrédigez, ha laka ar geriou em génou, ha kréva herder va c’haloun, évit ma choumô da dî enn hé zan̄télez ;

19. Ha ma anavézô ann holl boblou pénaoz oud Doué, ha n’éûz hini all néméd-oud.


————


X. PENNAD.


Judit a ia er-méaz eûs a Vétulia, hag a zô kaset da Holofern.


1. Hôgen pa é dôé éhanet Judit da c’harmi oud ann Aotrou, é savaz eûz al léac’h é péhini é oa en em daolet d’ann douar dirâg ann Aotrou.

2. Hag hî ô véza galvet hé flac’h, a ziskennaz d’hé zî, a dennaz hé saé-reûn, hag a guitaaz hé diḻad in̄tan̄vez ;

3. Gwalc’hi a réaz hé c’horf ; en em larda a réaz gan̄t louzou-c’houés-vâd ; rodella a réaz hé bléô ; eur c’hoéf kaer a lékéaz war hé fenn ; hag é lékéaz diḻad hé lévénez ; boutou koan̄t a lékéaz enn hé zreid, kémérout a réaz lagadennou-bréac’h, ha lili, ha lagadennou-skouarn, ha bizéier ; ha gan̄d hé holl gin̄klou en em gin̄klaz.

4. Ann Aotrou hé-unan a daolaz war-n-ézhi eur sked brâz, ô véza na zeûé két ann holl gin̄klerez-ze eûz a wall-ioul, hôgen eûz ar furnez. Evel-sé ann Aotrou a greskaz hé c’haerded, enn hévélep doaré ma oé kavet souézuz hé c’héned gan̄d ann holl.

5. Rei a réaz d’hé flac’h da zougen eur pôdad gwîn, hag eul léstrad éôl, ha bleûd, ha fiez séac’h, ha bara, ha fourmach ; hag hî a ieaz-kuît.

6. Ha pa oen̄t deûet da bors kéar, é kéfchon̄t énô Ozias hag henaoured kéar, péré a c’hortozé anézhi.

7. Pa wélaz ar ré-man̄ anézhi, é oen̄t souézet-brâz gan̄d hé c’haerded dreist-men̄t.

8. Na réjon̄t koulskoude goulenn é-béd out-hi, hag é lézchon̄t anézhi da von̄d-ébiou, ô lavarout : Ra rôi Doué hon tadou hé c’hrâs d’id, ha ra grévai gan̄d hé ners holl vénosiou da galoun, évit ma en em veûlô Jéruzalem enn-oud, ha ma vézô da hanô é-touez ar zen̄t hag ar ré wirion.

9. Hag ar ré a oa énô a lavaraz enn eur vouez : Bézet gréat, Bézet gréat.

10. Hôgen Judit enn eur bédi ann Aotrou, a iéaz ébiou d’ann ôriou, hi hag hé flac’h.

11. Hôgen ével ma tiskenné eûz ar ménez war-drô goulou-deiz, gwarded ann Assiried a gavaz anezhi, hag a grapaz enn-hi, ô lavarout : A béléac’h é teûez-té, ha péléac’h éz éz-té ?

12. Hag hî a lavaraz : Merc’h d’ann Hébréed ounn ; tec’het ounn diout-hô, ô véza ma em eûz anavézet pénaoz é tléon̄t béza rôet é preiz d’é-hoc’h, dré ma hô deûz hô tisprizet, ha né két fellet d’ézhô en em rei d’é-hoc’h a galoun vâd, évit kaout trugarez enn hô kén̄ver.

13. Râk-sé em eûz mennet enn-oun va-unan, ô lavarout : Mon̄d a rinn da gavout ar prin̄s Holofern, évit rei da anaout d’ézhan̄ hô sékrédou ; hag é tiskouézinn d’ézhan̄ é pé zoaré é hellô hô c’hémérout, hép ma kouézô hini é-béd eûz hé arme.

14. Pa glevaz ar ré-man̄ ar geriou-zé, é selchon̄t oud hé dremm ; hag hô daoulagad a oa saouzanet-brâz, ker souézet é oan̄t gan̄d hé c’haerded.

15. Hag é léverchon̄t d’ézhi : Miret eo da vuez gan-éz, gan̄d ann dézô éc’h eûz kéméret da zon̄d da gavout hor prin̄s.

16. Gwéz éta pénaoz pa en em ziskouézi dira-z-han̄, é vézi digémeret-mâd gan̄t-han̄, hag é vézi hétuz-brâz d’ézhan̄. Hé c’hâs a réjon̄t éta da delt Holofern, hag é rôjon̄t da anaout d’ézhan̄ pénaoz é oa-hî énô.

17. Ha pa oé eat-hî dirâg Holofern, é oé râk-tâl kémeret hé-man̄ gan̄d hé zaoulagad.

18. Hag hé ovisérien a lavaraz d’ézhan̄ : Piou a zispriz pobl ann Hébréed, péré hô deûz merc’hed ker kaer, ma tellézon̄t é stourmfemp out-hô évit-hî ?

19. Pa wélaz Judit Holofern azézet dindân hé delt péhini a oa broudet gan̄t limestra, gan̄d aour, ha smaragd, ha mein all talvouduz-brâz :

20. Ha pa wélaz-hî anézhan̄, en em daolaz d’ann douar, hag éc’h azeûlaz anézhan̄. Ha tûd Holofern a savaz anézhi dré c’hourc’hémenn hô Aotrou.


————


XI. PENNAD.


Pétra a lavar Judit da Holofern.


1. Neûzé Holofern a lavaraz d’ézhi : En em galounéka, ha na zeûet két ar spoun̄t enn-oud ; râk biskoaz n’em eûz gréat a zroug da néb a fell d’ézhan̄ servicha ar roué Nabukodonosor.

2. Ma n’en divije két da bobl va disprizet, n’em bije két savet va gwâf out-han̄.

3. Hôgen bréma lavar d’in pérâg oud pelléet diout-hô, hag eo bét kavet-mâd gan-éz don̄d étrézég enn-omp ?

4. Ha Judit a lavaraz d ézhan̄ : Kémer geriou da vatez ; râk ma heûliez geriou da vatez, ann Aotrou a beûr-c’hrai enn da gén̄ver ar péz en deûz mennet da ôber.

5. Râk Nabukodonosor, roué ann douar a zô béo, ha beô eo hé c’halloud a zô enn-oud évit kastiza ar ré holl a zeû da fazia : râk né két ann dûd hép-kén a zeû d’hé zervicha dré-z-oud, hôgen loened ar parkéier a zô ivé dindân hé véli.

6. Furnez da spéred a zô brudet é-touez ann holl vroadou, hag anat eo d’ann holl pénaoz, n’eûz néméd-od a gémen̄t a zô mâd ha galloudek enn hé rouan̄télez holl ; ha da reizded a zô brudet enn holl vrôiou.

7. Né két kuzet ar péz en deûz lavaret Akior ; ha gouzoud a réeur ar péz éc’h eûz gourc’hémennet diwar hé benn.

8. Râg gwir eo pénaoz hon Doue a zô savet droug enn-han̄ oud hé bobl enn abek d’hô féc’hejou, enn hevélep doaré m’en deûz lavaret d’ézhan̄ dré hé broféded, pénaoz é lakajé anézhan̄ étré daouarn hé énébourien, enn abek d’hé béc’héjou.

9. Hag ô véza ma oar bugalé Israel pénaoz hô deûz péc’het a-éneb hô Doué, eo kroget enn-hô ar spoun̄t ra-z-oud.

10. Ouc’h-penn gan̄d ann naounégez in̄t glac’haret, ha gan̄d ann diénez a zour, é venned a-vréma é ven̄t tûd varô.

11. Ann dezô zô-kén hô deûz kéméret da laza hô loéned, évid éva hô goad.

12. Béza hô deûz gwiniz, gwîn, hag eôl a zô gwéstlet d’ann Aotrou, hô Doue, hag en deûz Doue difennet d’ézhô na gémerchen̄t anezhô, é fell d’ézhô hô c’hémérout, ha dibri hag éva traou ha né két aotréet d’ézhô lakaad hô daouarn war-n-ézhô : pa reont éta kémen̄t-sé, héb arvar eo é vézin̄t kollet.

13. Pa em eûz anavézet kémen̄t-sé, mé da vatez, em eûz tec’het diout-hô, hag ann Aotrou en deûz va c’haset évid diskleria kémen̄t-sé d’id.

14. Râk mé, da vatez, a azeûl Doué, petrâ-bennâg ma ounn bréma gan-éz : ha mé a ielo er-méaz, ha mé a bédô ann Aotrou ;

15. Hag hén a lavarô d’in peûr é tistolô d’ézhô hô féc’hed ; ha mé a zeûi, hag hé rôi da anaout d’id : hag é kasinn ac’hanod é kreiz Jéruzalem ; hag éz pézô holl bobl Israel ével dén̄ved hép mésaer ; ha na harzô két zôkén eur c’hi ouz-id ;

16. Râk kémen̄t sé a zô bét disklériet d’in gan̄t râg-gwél Doué.

17. Hag ô véza ma eo savet é Doué droug out-hô, ounn bét kaset évid hé rei da anaout d’id.

18. Ann holl c’hériou-zé a blijaz da Holofern, ha d’hé dûd ; souézet é oan̄t eûz a furnez Judit, hag é lavaren̄t ann eil d’egilé :

19. N’eûz maouez é-béd war ann douar hén̄vel oud hou-man̄ évid ann doare, évid ar gaerded, hag évit furnez ar gériou.

20. Hag Holofern a lavaraz d’ézhi : Ervâd en deûz gréat Doué, pa en deûz da gaset é raôk da bobl, évid hé lakaad étré hon daouarn :

21. Hag ô véza ma eo mâd ar péz a rôez é géd, mar grâ da Zoué kémen̄t-sé em c’hén̄ver, é vézô ivé da Zoué d’in ; ha té a vézô brâz é tî Nabukodonosor, ha da hanô a vézô brudet enn douar holl.


————


XII. PENNAD.


Judit a zebr hag a év dirâg Holofern.


1. Neûzé é c’hourc’hémennaz Holofern ma vijé lékéat Judit el léac’h é péhini édô he denzoriou, ha ma choumché énô ; hag hén̄ a reisaz ar péz a vijé rôet d’ézhi diwar hé daol.

2. Ha Judit a lavaraz d’ézhan̄ : Na hellinn két dibri bréma eûz ar péz éc’h eûz gourc’hémennet da rei d’in, gan̄d aoun na zeûjé drouk d’in : hôgen eûz ar péz em eûz digaset gan-én̄ é tebrinn.

3. Hag Holofern a lavaraz d’ézhi : Mar teûez da ziouéri ar péz éc’h eûz digaset gan-éz, pétrâ a raimp-ni évid-oud ?

4. Ha Judit a lavaraz : Ével ma eo béô da éné, ô va aotrou, da vatez n’é dévézô két peûr-zebret kémen̄t-sé, kén n’en dévézô gréat Doué dré va dourn ar péz em eûz lékéat em penn da ôber. Ha servicherien Holofern a gasaz anézhi d’ann telt, é péhini en dôa gourc’hémennet hé c’hâs.

5. Hag hî a c’houlennaz abarz m’az ajé ébarz, ma vijé aotréet d’ézhi mon̄d er-méaz pa vije nôz hag abarz ann deiz, évid ôber hé fédenn d’ann Aotrou.

6. Hag Holofern a c’hourc’hémennaz d’hé baotred a gampr d’hé lézel-hî da von̄d ha da zon̄t, ével ma karjé, a-héd trî dervez, évid azeûli hé Doué.

7. Mon̄d a réa éta hî a-héd ann nôsiou étrézé traon̄ien Bétulia, hag hî en em walc’hé enn eur feun̄teun.

8. Hag ô sével ac’hanô, é pédé ann Aotrou, Doué Israel, ma reizché anézhi enn dézô é dôa kéméret évid dieûbi hé bobl.

9. Ha pa zistrôé, é choumé glân enn hé zelt, kén na géméré hé boed é-trô ar pardaez.

10. Hag er pévaré dervez Holofern a réaz eur banvez da dûd hé dî ; hag hén̄ a lavaraz da Vagao, hé spâz : Kéa, hag ali d’ann Hébréadez-zé, ma aotréô anezhi hé-unan don̄d d’am c’havout.

11. Râg eur véz eo é-touez ann Assiried, ma rajé eur vaouez goab eûz a eur goaz, ha m’az aje diout-han̄, héb en em rei d’hé ioul.

12. Neûzé Vagao a iéaz da gavout Judit, hag a lavaraz d’ézhi : Na défet két a aoun ar vaouez vâd ô von̄t da gavout va aotrou, évit béza énoret dira-z-han̄, évit dibri hag éva gwîn gan̄t-han̄ el lévénez.

13. Ha Judit a lavaraz d’ézhan̄ : Piou ounn-mé évid énébi out va aotrou ?

14. Mé a rai kémen̄d ha ma kavô mâd hag évid ar gwella : râg ar péz a vézô hétuz d’ézhan̄, a vézô da eur-vâd d’in é holl zeisiou va buez.

15. Hag hî a zavaz, hag en em gin̄klaz gan̄d hé diḻad kaer, hag ô véza éat enn hé delt, en em ziskouezaz dira-z-han̄.

16. Hôgen kaloun Holofern a oé skôet ; râg hén̄ a oa leûn a garan̄tez évit-hi.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Év bréma, ha debr el lévénez, ô véza ma éc’h eûz kavet trugarez dira-z-oun.

18. Ha Judit a lavaraz d’ézhan̄ : Éva a rinn, aotrou, râg énoret eo hiriô va éné dreist kémen̄d énor en deûz bét héd va buez.

19. Neûzé é kéméraz ar péz a oa bét aozet gan̄d hé flac’h ; hag hî a zebraz, hag a évaz dira-z-han̄.

20. Hag Holofern a oé kel laouen oc’h en em gavout gan̄t-hi, ma évaz gwîn, muioc’h égét n’en dôa évet biskoaz enn hé vuez.


————


XIII. PENNAD.


Judit a zistrô da Vétulia, goudé béza trouc’het hé benn da Holofern.


1. Hôgen pa oé deûet ar pardaez, hé zervicherien a hastaz en em denna pép-hini enn hé dî, ha Vagao a zerraz dôriou ar gampr, hag az eaz kuît.

2. Hôgen holl é oan̄t morgousket gan̄t ar gwîn :

3. Ha Judit a oa hé-unan enn hé c’hampr.

4. Holofern a oa kousket enn hé wélé, morédet-brâz gan̄d ar vezven̄ti.

5. Ha Judit a lavaraz d’hé flac’h choum er-méaz dirâk dôr ar gampr, ha lakaad évez.

6. Ha Judit en em lékéaz dirâg ar gwélé, ô pédi gan̄d daélou ; hag ô fin̄va hé muzellou didrouz,

7. É lavaraz : Aotrou, Doué Israel, kréva ac’hanoun, ha sell bréma oud ar pez a ia da ôber va dourn, évit, ével ma éc’h eûz hé lavaret, ma assavi da géar a Jéruzalem ; ha ma peûr-c’hrinn ar pez em eûz mennet a helfenn da ôber dré-z-oud.

8. Ha pa é dôé lavaret kemen̄t-sé, é tôstaaz oud ar peûl a oa é penn hé wélé, é tistagaz hé c’hour-glézé a oa a-ispiḻ out-han̄.

9. Ha goudé ma é dôé hé zic’houinet, é krogaz é bleô penn Holofern, hag é lavaraz : Aotrou Doue, kréva ac’hanoun bréma.

10. Hag hî a skôaz diou wéach war hé c’houzoug, hag a drouc’haz hé benn ; hag ô véza tennet eur gwél er-méaz eûz ar peûliou, é tirodellaz hé c’horf dibenn.

11. Ha nébeût goudé éz eaz er méaz eûz ar gampr, hag é rôaz penn Holofern d’hé flac’h, hag é c’hourc’hémennaz d’ézhi m’hé lakajé enn hé sac’h.

12. Hag hî hô diou a iéaz er-méaz, hervez ma oan̄t boazet da ôber, ével m’az ajen̄t da bédi ; hag hî a dreûzaz ar c’hamp, hag a réaz ann drô eûz ann draon̄ien, hag a zeûaz out porz kéar.

13. Ha Judit a lavaraz a bell d’ar ré a ziwallé muriou kéar : digorit ann ôriou, râg gan-é-omp éma Doué, péhini en deûz diskouézet he ners enn Israel.

14. Ha pa glevaz ann dûd-man̄ anézhi, é c’halvchon̄t hénaoured kéar.

15. Hag hi holl a zeûaz étrézég enn-hi, adaleg ar bihana bétég ar brasa ; râk na gréden̄t mui é teûje hî.

16. Hag ô véza énaouet goulaouennou, en em lékéjon̄t holl enn-drô d’ézhi ; hag hî ô piña war eur grec’hien, a c’hourc’hemennaz ma vijé tavet. Ha pa oé tavet ann holl,

17. É lavaraz Judit : Meûlit ann Aotrou, hon Doué, péhini n’en deûz két dilézet ar ré a fisié enn-han̄ ;

18. Péhini en deûz peûr-c’hréat dré-z-oun ann drugarez en dôa touet da dî Israel, ha péhini en deûz lazet enn nôz-man̄ gan̄t va dourn énébour hé bobl.

19. Hag ô tenna penn Holofern eûz ar zâc’h, é tiskouézaz anézhan̄ d’ézhô, ô lavarout : Chétu penn Holofern, prin̄s armé ann Assiried, ha chétu ar wél é péhini é oa gourvézet enn hé vezven̄ti, é péléac’h en deûz ann Aotrou, hon Doué, skôet gan̄t-han̄ dré zourn eur vaouez.

20. Ével ma eo béô ann Aotrou, hé Éal en deûz va diwallet, ha pa ounn éat ac’hann, ha pa ounn choumet énô, ha pa ounn distrôet aman̄; hag ann Aotrou n’en deûz két va lézet, mé hé vatez, da véza saotret ; ha va lékéat en deûz da zistrei étrézég enn-hoc’h dinam a béc’hed, laouen eûz hé dréac’h, eûz va zéac’h, hag eûz hô tieûb.

21. Meûlit-hén̄ holl, ô véza ma eo mâd, ô véza ma pâd hé drugarez bétég ar c’han̄tvédou.

22. Neûzé hî holl oc’h azeûli ann Aotrou, a lavaraz d’ézhi : Da venniget en deûz ann Aotrou gan̄d hé ners, ô kâs-da-gét dré-z oud hon énébourien.

23. Ozias, prin̄s pobl Israel, a lavaraz ivé d’ézhi : Benniget oud, va merc’h, gan̄d ann Aotrou, ann Doué uc’hel-brâz, dreist ann holl c’hragez a zô war ann douar.

24. Benniget ra vézô ann Aotrou, krouer ann en̄v hag ann douar, péhini en deûz da reizet évit trouc’ha hé benn da brin̄s hon énébourien.

25. Râk lékéat en deûz hiriô da hanô da véza ker brudet, ma vézô bépréd da veûleûdi é génou ann dûd, péré hô dévézô koun da-vikenn eûz a ners ann Aotrou ; ô véza n’éc’h eûz két espernet da vuez, é-kreiz ann an̄ken hag ar glac’har eûz da bobl ; hôgen ma éc’h eûz miret oud hé zisman̄tr, dirâg ann Aotrou.

26. Hag ann holl bobl a lavaraz : Bézet great, bézet gréat.

27. Hôgen Akior ô véza bét galvet a zeûaz, ha Judit a lavaraz d’ézhan̄ : Doué Israel da béhini éc’h eûz rôet testéni pénaoz é hell en em ven̄ji eûz hé énébourien, en deûz trouc’het hé-unan, enn nôz-man̄ dré va dourn, penn prin̄s ann holl ré ziskrédik.

28. Hag évit ma wézi heb arvar pénaoz eo gwîr, chétu aman̄ penn Holofern, péhini gan̄t faé hé rogoni a réaz goab eûz a Zoué Israel, hag a ziouganaz d’id da varô, ô lavarout : P’am bézô trec’het pobl Israel, é likiinn da dreûzi da gorf gan̄d ar c’hlézé.

29. Pa wélaz Akior penn Holofern, é savaz eur spoun̄t brâz enn-han̄, en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar, hag é fataz.

30. Hôgen pa zistrôaz d’ézhan̄ hé-unan, en em daolaz out treid Judit, hag éc’h azeûlaz anézhi, ô lavarout :

31. Benniget oud gan̄d da Zoué é holl dî Jakob, ô véza ma vézô meûlet enn-oud Doué Israel, é-touez ann holl boblou a glevô mének eûz da hanô.


————


XIV. PENNAD.


Penn Holofern a zô staget out mur kéar. Spoun̄t brâz ann Assiried.


1. Neûzé Judit a lavaraz d’ann holl bobl : Va sélaouit, va breûdeûr ; stagit ar penn-zé war lein hor muriou :

2. Ha kerken̄t ha ma vézô savet ann héol, kémérit holl hoc’h armou, hag îd er-méaz gan̄d eunn trouz brâz, nann évid diskenni étrézég ann énébourien, hôgen ével pa felfé d’é-hoc’h stourmi out-hô.

3. Neûzé é vézô réd d’ar warded tec’hout évid dihuna hô frin̄s, ma teûi d’ar stourm.

4. Ha pa vézô rédet hô duged étrézé telt Holofern, ha pa gavin̄t hé gorf dibenn, hag hén̄ ô neûi enn hé c’hoad, é vézin̄t spoun̄tet brâz.

5. Ha pa hô gwélot ô tec’hout, ît gan̄t fisian̄s war hô lerc’h, râg ann Aotrou hô lakai da véza mac’het dindân hô treid.

6. Neûzé Akior ô wélout ar péz en dôa gréat holl-c’halloud Doué é-kén̄ver Israel, a zilézaz lidou ar baganed, hag en em rôaz da gréden Zoué ; trouc’ha a réaz kroc’hen hé bôd-mézen ; hag hén̄ a oe digéméret é breûriez pobl Israel ; hag holl ré hé wenn bété vréma.

7. Kerken̄t éta ha ma teûaz ann deiz, é stagchon̄t oud ar vûr penn Holofern ; ha pép-hini ô véza kéméret hé armou, éz éjon̄t er-méaz oc’h ôber trouz ha garmou brâz.

8. Ar warded ô wélout kémen̄t-sé, a rédaz étrézé telt Holofern.

9. Hôgen ar ré a oa enn telt a zeûaz, hag en em zalc’haz oud dôr ar gampr ; hag hî a réa trouz évid hé zihuna, ma vijé ken̄toc’h divorédet gan̄d ann trouz brâz-zé, égéd gan̄d hé dûd.

10. Râk dén na grédé na skei war ann ôr, na mon̄d é kampr prin̄s ann Assiried.

11. Hôgen pa oé deûet ann duged, ar villénerien hag ann oviserien gen̄ta eûz a armé roué ann Assiried, é léverchon̄t da zervicherien ar gampr :

12. Id ébarz, ha dihunit-hén̄, râg ar razed-zé hô deûz bét ann hesder da zon̄d er-méaz eûz hô zoullou, ha da c’hervel ac’hanomp d’ann emgann.

13. Neûzé Vagao ô véza éat er gampr a choumaz out gwél ann ôr, hag a stlakaz gan̄d hé zaouarn ; râg hén̄ a venné pénaoz é oa kousket gan̄t Judit.

14. Hôgen ô véza na glevé troûz é-béd ével ma ra eunn dén kousket, é tôstaaz c’hoaz oud ar wél, é savaz anézhi ; ha pa wélaz korf-marô Holofern gourvézet war ann douar, hag hén̄ dibenn ha gôlôet gan̄d hé c’hoad, en em lékéaz da c’harmi gan̄d daélou, hag é rogaz hé ziḻad.

15. Mon̄d a réaz neûzé da delt Judit ; hag ô véza na gavaz két anézhi, é teûaz er-méaz dirâg ar bobl,

16. Hag é lavaraz : Eunn Hébréadez hép-kén é deûz lékéat ar reûstl é tî ar roue Nabukodonosor ; râk chetu Holofern a zô gourvézet war ann douar, ha n’éma két hé benn out-han̄.

17. Pa glévaz kémen̄t-sé prin̄sed armé ann Assiried, é rogchon̄t holl hô diḻad, hag hî a grénaz hag a oé spoun̄tet-brâz ; hag eur réûstl brâz a grogaz enn hô spéred.

18. Hag eur garm direiz a zavaz é-kreiz ar c’hamp.


————


XV. PENNAD.


Ann Assiried a dec’h. Bugalé Israel a ia war hô lerc’h.


1. Pa glevaz holl armé ann Assiried pénaoz é oa bét dibennet Holofern, é kolchon̄t hô spéred hag hô skian̄t ; hag aliet gan̄d hô aoun ha gan̄d hô spount hép-kén, na glaskchon̄t mui néméd ann tec’h.

2. Enn hévélep doaré na gomzé hini gan̄d hé amézek ; hôgen ô soubla hô fenn, hag ô tilézel pép-trâ, é hasten̄t da dec’hout diouc’h ann Hébréed, a gleven̄t ô ton̄t war hô lerc’h gan̄d hô armou ; hag hî a dec’hé a dreûz d’ar parkou ha dré wénôdennou ann tuniou.

3. Bugalé Israel éta oc’h hô gwélout ô tec’hout a iéaz war hô lerc’h, hag a ziskennaz ô seni gan̄d ar c’hornou-boud, hag ô c’harmi war hô lerc’h.

4. Hag ével n’az éa két ann Assiried enn eur stroll, é tec’hen̄t hép reiz ; hôgen bugalé Israel a iéa enn eur stroll, war hô lerc’h ; hag hî a zispenné kémen̄d hini anézhô a hellen̄t da dizout.

5. Hôgen Ozias a gasaz kannaded étrézég ann holl geriou hag ann holl brovin̄sou eûz a Israel.

6. Ével-sé pép provin̄s ha pép kéar, ô véza dilennet hag armet hô zûd-iaouan̄k, hô c’hasaz a-éneb ann Assiried, péré a oé heskinet gan̄t-hô, kén na oen̄t kaset bétég harzou hô brô.

7. Koulskoudé ar ré a oa choumet é Bétulia, a iéaz da gamp ann Assiried ; hag hî a géméraz ar preiz hô dôa lézet ann Assiried, hag a oé sammet-brâz.

8. Hôgen ar ré a zistrôaz da Vétulia goudé béza trec’het ann Assiried, a zigasaz gan̄t-hô kémen̄t ha ma oa bét d’ézhô ; ha na oé hini anézhô, adaleg ar bihana bétég ar brasa, na zeûaz da véza pinvidik gan̄d hé breiz, kenn é dén̄ved, kenn é saout, kenn é holl binviou.

9. Hôgen Joakim, ar Bélek-brâz, a zeûaz eûz a Jéruzalem da Vétulia gan̄d hé holl hénaoured, évit gwélout Judit.

10. Hou-man̄ ô véza éat er-méaz evid hé ziambrouga, hî holl a vennigaz anézhi enn eur vouéz, ô lavarout : Té a zô gloar Jéruzalem, té a zô lévénez Israel, té a zô énor hor pobl.

11. Râg ével eur goaz oud en em rénet, hag en em grévéet eo da galoun ; ô véza ma éc’h eûz karet ar glanded, ha goudé ma éc’h eûz diouéret da ozac’h, n’éch eûz két kéméret eunn ozac’h all ; dré-zé dourn ann Aotrou en deûz da grévéet, hag é vézi benniget da-vikenn.

12. Hag ann holl bobl a lavaraz : Bézet gréat, bézet gréat.

13. A-héd trégon̄t dervez, a véac’h ma oé dastumet gan̄t pobl Israel holl ziwiskou ann Assiried.

14. Rôet é oé gan̄d ar bobl da Judit kémen̄d a oé anavézet évit béza bét da Holofern, hag enn aour, hag enn arc’han̄t, hag é diḻad, hag é mein talvouduz, hag enn arrébeûri é pép doaré.

15. Hag ann holl oazed, hag ar merc’hed, hag ar plac’hed-iaouan̄k hag ar baotred-iaouan̄k en em laouénée, ô seni gan̄d ann télennou hag al lirennou.


————


XVI. PENNAD.


Kanaouen Judit. Hé marô.


1. Neûzé Judit a ganaz eur ganaouen d’ann Aotrou, ô lavarout :

2. Kanit d’ann Aotrou gan̄t taboulinou, kanit d’ann Aotrou gan̄t simbalou ; kanit eur ganaouen névez d’ézhan̄, meûlit ha pédit hé hanô.

3. Ann Aotrou eo a dorr ar brézellou, ann Aotrou eo hé hanô.

4. Lékéat en deûz hé gamp é-kreiz hé bobl, évid hon tenna eûz a zaouarn hon holl énébourien.

5. Penn ann Assiria a zô deûet eûz ar ménésiou, diwar-zû ann han̄ter-nôz gan̄d eunn niver hag eunn ners vrâz ; hag al lôd brâz anézhô hô deûz leûniet ar froudou, hag hô c’hézek hô deûs gôlôet ann traon̄iennou.

6. Lavaret en dôa é tevché va douarou, é lazché gan̄d ar c’hlézé va zûd-iaouan̄k, é rôje é preiz va bugalé vunud, hag é sklavérez va flac’hed-iaouan̄k.

7. Hôgen ann Aotrou holl c’halloudek en deûz harzet out-han̄, hag en deûz lékéat da gouéza hé brin̄s étré daouarn eur vaouez, péhini é deûz hé lazet.

8. Râg ar galloudek anézhô né két bét diskaret gan̄d ann dûd-iaouan̄k, né két bét skôet gan̄t mipien Titan : né két lan̄gouinéged brâz-direiz hô deûz énébet out-han̄ ; hôgen Judit, merc’h Mérari, eo é deûz hé ziskaret gan̄t kaerded hé dremm,

9. Tennet é deûz hé diḻad a in̄tan̄vez, ha gwisket é deûz hé diḻad a lévénez évid dazorc’hi bugalé Israel.

10. Lékéat é deûz louzou-c’houés-vâd war hé dremm ; eur c’hoéf kaer é deûz lékéat war hé bléô ; eur zaé névez é deûz kéméret évid hé douella.

11. Hé boutou hô deûz mézévellet hé zaoulagad ; hé c’haerded en deûz trec’het hé galoun ; hag hî é deûz trouc’het hé benn gan̄d hé glézé hé-unan.

12. Ar Bersied a zô bét saouzanet gan̄d hé c’hen̄dalc’h, hag ar Védied gan̄d hé herder.

13. Neûzé kamp ann Assiried en deûz iudet, pa hô deûz gwélet hon tûd, hag hî daré gan̄d ar sec’hed.

14. Mipien ar gragez-iaouan̄k hô deûz skôet gan̄t-hô ; hag hî hô deûz hô lazet ével tûd-iaouan̄k war dec’h : lazet in̄t bét enn emgann dirâg ann Aotrou, va Doué :

15. Kanomp eur ganaouen d’ann Aotrou, kanomp eur ganaouen névez d’hon Doué.

16. Aotrou Adonai, brâz oud, ha brudet-brâz évid da ners, ha na hell dén da drec’hi.

17. Ra zen̄tô ouz-id da holl grouadurien ; râk komzet éc’h eûz, hag hî a zô bét gréat : da spéred éc’h eûz kaset, hag hî a zô bét krouet ; ha na hell den harza oud da vouéz.

18. Ar ménésiou a vézô kéflusket enn hô diazez gan̄d ann douréier ; ar vein a deûzô ével ar c’hoar dira-z-oud.

19. Hôgen ar ré a zouj ac’hanod, a vézô brâz dira-z-oud é pép-trâ.

20. Gwâ d’ar vrôad en em zispac’hô out va fobl, râg ann Aotrou holl-c’halloudek en em ven̄jô anézhô ; hag hén̄ a zeûi d’hô gwélout é deiz ar varn.

21. Lakaad a rai da zével enn hô c’hîg tân ha prén̄ved ; évit ma tevin̄t, ha ma vézin̄t kriñet da-vikenn.

22. Goudé ann tréac’h-zé, ann holl bobl a zeûaz da Jéruzalem évid azeûli ann Aotrou : ha goudé m’hô dôé en em c’hlanet, é kennigchon̄t d’ézhan̄ hô holl sakrifisou-losk, hag hô gwéstlou, hag hô léou.

23. Hôgen Judit ô véza kéméret holl armou Holofern a oa bét rôet d’ézhi gan̄d ar bobl, hag ar wél é dôa hé-unan tennet eûz hé wélé, a gennigaz anézhô d’ann Aotrou ével eur c’houn a an̄kounac’h.

24. Laouen é oé ar bobl pa wélaz al lec’hiou san̄tel ; ha lévénez ann tréac’h-zé a oé lidet gan̄d Judit a-héd tri miz.

25. Hôgen goudé-zé pép-hini a zistrôaz d’hé dî ; ha Judit a oé brudet-brâz é Bétulia, ha prizet dreist-holl é holl vrô Israel.

26. Râg ar glanded hag ar galouniez a oa kévret enn-hi ; enn hévélep doaré na anavézaz goâz é-béd, keit ha ma vévaz-hî, abaoé ma oa marô Manasez, hé ozac’h.

27. Hôgen enn deisiou goél, en em ziskouézé gan̄t kalz a skéd.

28. Choum a réaz é-tî hé ozac’h a-héd pemp ploaz ha kan̄t ; ha goudé béza lékéat é dieûb hé flâc’h, é varvaz, hag é oé bésiet gan̄d hé ozac’h é Bétulia.

29. Ar bobl holl a wélaz anezhi a-héd seiz dervez.

30. Keit ha ma vévaz, hag a-héd kalz bloavésiou all goudé hé marô, na zeûaz dén da reûstla Israel.

31. Hôgen deiz ann tréac’h-zé a zô bét lékéat gan̄d ann Hébréed é reiz ann deisiou san̄tel ; ha lidet eo gan̄d ar Iuzevien abaoé neûzé bété-vréma.