Bibl/Levr Ester
1. É deisiou Assuérus, péhini en deûz rénet adaleg ann In̄dez bétég ann Étiopia war gan̄t provin̄s seiz war-n-ugen̄t,
2. Pa azézaz war drôn hé rouan̄télez, Suza a oé ar penn-kéar eûz hé rouan̄télez.
3. Enn trédé bloaz eûz hé rén, é réaz eur banvez brâz d’hé holl brin̄sed ha d’hé oviserien, d’ar ré galounéka eûs ar Bersied, ha d’ar ré gen̄ta eûz ar Védied, ha da rénerien ar brovin̄sou a oa dira-z-han̄;
4. Évid diskouéza madou ha skéd hé rouan̄télez, ha meûrded hé c’halloud, é-pâd pell amzer, da lavaroud eo, a-héd naô-ugen̄t dervez.
5. Ha pa oé peûr-c’hréat ar banvez-zé, ar roué a bédaz ann holl bobl en em gavaz é Suza, adaleg ar brasa bétég ar bihana : hag hén̄ a c’hourc’hémennaz aoza eur banvez a-héd seiz dervez é porz ar c’harz, hag eur c’hoat a oa bét savet gan̄d ar rouéed gan̄d eur meûrded a roué.
6. Steñet é oa a bép tû gwéliou lîn moan a liou pers hag a liou glâz, staget gan̄d éréou seiz a liou tané, péré a oa tréménet é lagadennou olifan̄t, ha staget out peûliou marpr. Gwéléou aour hag arc’han̄t a oa lékéat é reiz war eul leûr strin̄k ha marpr, péhini a oa pen̄tet é meûr a zoaré kaer.
7. Ar ré a oa bét pédet énô a évé é listri aour, hag ar boéd a oa douget war bladou dishén̄vel ann eil diouc’h égilé. Rei a réad ivé gwin ar gwella, ha gan̄t paodder, ével ma tellézé da veûrded eur roué.
8. Dén na rédié da éva ar ré na fellé két d’ézhô éva ; hôgen gourc’hémennet en dôa ar roué ma vijé unan eûz hé brin̄sed out pép taol, évit ma kémercbé pép-hini ar péz a garché.
9. Ar rouanez Vasti a réaz ivé eur banvez d’ar merc’hed er palez é péhini é choumé peûr-vuia ar roué Assuérus.
10. Er seizved deiz, pa oa laouen ar roué, ha pa oa tomm d’hé benn gan̄d al lôd gwîn en dôa évet, é c’hourc’hémennaz da Vauman, da Vazata, ha da Harbona, ha da Vagata, ha da Abgata, ha da Zétar, ha da C’harc’has, hô zeiz spazéien d’ar roué, hag a oa bépréd dira-z-han̄ ;
11. Ma tigazchen̄t dirâg ar roué ar rouanez Vasti, hag hî ar gurunen war hé fenn, évit ma tiskouezché hé c’haerded d’hé holl boblou ha d’hé brin̄sed ; râg hî a oa kaer meûrbéd.
12. Hôgen hî a zinac’haz mon̄t, hag a zisprizaz don̄t hervez ar gourc’hémenn en dôa gréat ar roué d’ézhi gan̄d hé spazéien. Assuérus éta a vuanékaaz, hag eunn drouk brâz ô véza savet enn-han̄;
13. É c’houlennaz kuzul digan̄d ar ré fûr, péré diouc’h kîz ar rouéed, a oa bépréd tôst d’ézhan̄, ha diouc’h lavar péré é réa pép-trâ, dre ma anavézen̄t al lézennou, ha barnou ar ré gôz,
14. (Hôgen ar ré gen̄ta hag ar ré dôsta anézhô a oa Karséna, ha Sétar, hag Admata, ha Tarsis, ha Marez, ha Marsana, ha Mamuc’han, seiz dug ar Bersied hag ar Védied, péré a wélé dremm ar roué, ha péré a azézé ar ré gen̄ta war hé lerc’h.)
15. Da bé boan é varnché ar rouanez Vasti, péhini na oa két fellet d’ézhi sen̄ti oud ar gourc’hémenn en dôa gréat ar roué d’ézhi gan̄d hé spazéien.
16. Ha Mamuc’han a lavaraz dirâg ar roué, ha dirâg hé brin̄sed : Ar rouanez Vasti n’é deûz két gwallet ar roué hép-kén, hôgen ivé ann holl boblou, hag ar brin̄sed a zô é holl brovin̄sou ar roué Assuérus.
17. Râg ar péz é deûz gréat ar rouanez ô véza gwézet gan̄d ann holl c’hragez, hî a zisprizô hô ézec’h, ô lavarout : Ar roué Assuérus en deûz gourc’hémennet d’ar rouanez Vasti mon̄d d’hé gavout, ha né két fellet d’ézhi mon̄t.
18. Ha diouc’h ar skouér-zé, gragez holl brin̄sed ar Bersied hag ar Védied a zisprizô gourc’hémennou hô ézec’h ; ével-sé droug ar roué a zô reiz.
19. Ma her kavez-mâd, ra vézô gréat eur c’hémenn dré da urs, ha ra vézô skrivet hervez lézen ar Bersied hag ar Védied, péhini na helleur két da derri, pénaoz ar rouanez Vasti, n’az ai mui da gavoud ar roué, hôgen ma kémérô eunn all hé c’hurunen, hag hî gwelloc’h égét-hi ;
20. Ha ra vézô embannet ar c’hémenn-zé é holl brovin̄sou da rouan̄télez (a zô brâz-meûrbéd), évit ma teûi ann holl c’hragez, kenn eûz ar ré vrâz, kenn eûz ar ré vihan, da énori hô ézoc’h.
21. Kuzul Mamuc’han a oé kavet-mâd gan̄d ar roué ha gan̄d hé brin̄sed ; hag ar roué a réaz diouc’h m’en dôa lavaret :
22. Hag hen̄ a gasaz lizeri é holl brovin̄sou hé rouan̄télez, hag hî skrivet é meûr a iéz, ma helché péb brôad hô c’hlévout hag hô lenna, évit m’hô défé ann ézec’h ar véli enn hô ziez ; ha ma vijé embannet kémen̄t-sé é-touez hé holl boblou.
1. Goudé kémen̄t-sé, pa oé habaskéet buanégez ar roué, é teûaz koun d’ézhan̄ eûz a Vasti, hag eûz ar péz é dôa gréat, hag eûz ar péz é dôa gouzan̄vet :
2. Hôgen servicherien hag oviserien ar roué a lavaraz : Bézet klasket évid ar roué merc’hed gwerc’h ha kaer ;
3. Ha bézet kaset tûd dré ann holl brovin̄sou évit gwélout ar merc’hed kaer ha gwerc’h, hag hô c’hâs da géar Suza, hag hô lakaad é tî ar merc’hed dindân dourn Égéus ar spâz, péhini eo ann diwaller hag ar mirer eûz a c’hragez ar roué : hag énô é vézô d’ézhô péadrâ d’en em é c’hlana, ha kémen̄d tra all a vézô réd d’ézhô.
4. Hag ann hini anézhô holl a blijô ar muia d’ar roué, a zeûi da rouanez é léac’h Vasti. Al lavar-zé a oé kavet-mâd gan̄d ar roué, hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé gréat ével m’hô dôa kuzuliet.
5. É kéar Suza éz oa eur Iuzeô hanvet Mardoché, mâb Jair, mâb Séméi, mâb Kis, eûz a wenn Jémini,
6. Péhini a oa bét dizouget eûz a Jéruzalem, enn amzer m’en dôa Nabukodonosor, roué Babilon, dizouget Jékonias, roué Juda.
7. Maget en dôa Édissa, merc’h hé vreûr, a oa hanvet ivé Ester : kollet é dôa-hî hé zâd hag he mamm ; koan̄t ha kaer é oa. Hé zâd hag hé mamm ô véza marô, Mardoché hé c’héméraz da verc’h.
8. Pa oé éta embannet kémenn ar roue, ha pa oé kaset da Zuza kalz merc’hed kaer, a lékead étré daouarn Egéus ar spâz, Ester ivé é-touez ar ré all a oé lékéat étré hé zaouarn, évit béza diwallet gan̄d ar merc’hed all.
9. Hou-man̄ a blijaz d’ézhan̄, hag a gavaz trugarez dira-z-han̄. Hag hén̄ a c’hourc’hemennaz da eur spaz all ma hastché rei d’ézhi péadrâ d’en em c’hlana, ha kémen̄d a dlié béza enn hé lôd-hi, hag ivé seiz plac’h eûz ar ré gaéra eûz a dî ar roué, hag hé c’hin̄kla hag hé c’hempenni, hi hag hé flac’hed.
10. Na fellaz két da Ester lavaroud d’ézhan̄ a bé vrô, nag a bé bobl é oa-hî ; râk Mardoché en dôa kémennet d’ézhi ma tavché a-grenn war gémen̄t-sé.
11. Hén̄ a valéé bemdez dirâk leûr ann tî é péhini é oa diwallet ar merc’hed dilennet, leûn a bréder é kén̄ver Ester, ha gan̄d ar c’hoan̄t en dôa da c’houzout pétrâ a c’hoarvézché gan̄t-hi.
12. Hôgen pa oé deûet ann amzer da bép-hini eûz ar plac’hed-iaouan̄k da von̄d da gaout ar roué pép-hini d’hé reiz, goudé béza gréat pép-trâ évid en em c’hlana, a-héd daouzék miz ; oc’h en em larda a-héd c’houec’h miz gan̄d éôl mirr, hag a-héd ar c’houec’h miz all gan̄t tretou ha louzou-c’houés-vâd :
13. Hag abars m’az éan̄t-hi da gavout ar roué, é oa rôet d’ézhô kémen̄t ha ma c’houlennen̄t évid en em gin̄kla ; ha neûzé éz éan̄t eûz a gampr ar merc’hed da gampr ar roue gan̄d ar gin̄klérézou hô dôa c’hoan̄téet da gaout.
14. Ann hini a oa éat d’hé gavout diouc’h ar pardaez, a iéa-kuît diouc’h ar min̄tin, hag ac’hanô é oa kaset enn eur gampr all, é péhini édô serc’hed ar roué, a oa dindân dourn Susagazi ar spâz, a oa réner war-n-ézhô ; hag hou-man̄ na hellé mui distrei da gavout ar roué, a-énep hé ioul-hén̄, némét m’en défé hé galvet-hi dré hé hanô.
15. Goudé éta ma oé tréménet eunn amzer-bennâg, é teûaz ann deiz é péhini Ester, merc’h Abihail, breûr Mardoché, a oa bét kéméret gan̄d hé-man̄ évid hé verc’h, a dlié mon̄d da gavout ar roué diouc’h hé reiz. Hou-man̄ na c’houlennaz nétrâ évid en em gin̄kla ; hôgen Égéus, ar spâz, mirer ar merc’hed-zé, a rôaz d’ézhi évit-sé ar péz a garaz. Râg hî é dôa eur c’hen̄dalc’h braô, hag a oa kaer-meûrbed ; hag ar ré holl a wélé anézhi, hé c’havé hétuz ha dudiuz.
16. Kaset é oé éta da gampr ar roué Assuérus enn dékved mîz hanvet Tébet, er seizved bloaz eûz hé rén.
17. Ar roué hé c’haraz dreist ann holl c’hragez ; hag hi a gavaz grâs ha trugarez dira-z-han̄ dreist ann holl c’hragez ; hag hén̄ a lékéaz ar gurunen a roué war hé fenn, hag a lékéaz anézhi da rouanez é léac’h Vasti.
18. Neûzé é c’hourc’hémennaz ar roué ma vije aozet eur banvez kaer-meûrbed d’hé holl brin̄sed ha d’hé zervicherien, évid dimézi hag eûreûd Ester. Hag hén̄ a rôaz éhan d’hé holl brovin̄sou, hag a rôaz rôou diouc’h galloud eur roué.
19. Ha keit ha ma oé klasket merc’hed évid eil zimézi ar roué, ha ma oen̄t strollet énô, Mardoché a choumaz bépred oud dôr ar roué.
20. Ester né dôa két c’hoaz rôet da anaout hé brô nag hé fobl, hervez gourc’hémenn Mardoché ; râg Ester a zévéné kémen̄d ha ma c’hourc’hémenné-hén̄; hag hi a réa c’hoaz neûzé ével ma oa boazet-hî da ôber, pa oa maget gan̄t-han̄ hag hî bihan.
21. Hôgen enn amzer ma choumé Mardoché oud dôr ar roué, Bagatan ha Tarez, daou spaz d’ar roué, péré a oa da benn war ar ré a ziwalle ar persier ken̄ta eûz hé dî, a zavaz droug enn-hô. Fellout a réaz d’ézhô dispac’ha oud ar roué, hag hé laza.
22. Mardoché ô véza gwézet kémen̄t-sé, hé rôaz da anaout d’ar rouanez Ester ; hag hou-man̄ hel lavaraz d’ar roué, é hanô Mardoché, péhini en dôa hé zisklériet d’ézhi.
23. Gréat é oé en̄klask war gémen̄t-sé, hag é oé kavet é oa gwîr ; hag hî a oé staget hô-daou oud ar groug. Ha kémen̄t-man̄ a oé skrivet enn historiou, hag a oé merket el lévriou-bloasiek dirâg ar roué.
1. Goude-zé ar roué Assuérus a uc’hélaaz Aman, mâb Amadat, péhini a oa eûz a wenn Agag ; hag hén̄ a zavaz hé drôn dreist hini ann holl brin̄sed a oa gan̄t-han̄.
2. Hag holl zervicherien ar roué, péré a oa oud dôriou hé balez, a blégé ô daoulin, hag a azeûle Aman ; râg ann Impalaer en dôa he c’hourc’hémennet d’ézhô. Na oé némét Mardoché a gémen̄t na blégaz két hé zaoulin dira-z-han̄, ha na azeûlaz két anézhan̄.
3. Ha servicherien ar roué péré a oa da benn out persier ar palez a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk na zen̄tez két ével ar ré all out gourc’hémenn ar roué ?
4. Ha goudé m’hô dôé lavaret ann dra-zé d’ézhan̄ aliez, hép ma fellé d’ézhan̄ hô sélaoui, her rôjon̄t da anaout da Aman, évit gouzout ma ken̄dalc’hché enn hé zézô ; râk lavaret en dôa-hén̄ d’ézho pénaoz é oa Iuzev.
5. Pa glevaz Aman kémen̄t-sé, hag ô véza anavézet hé-unan pénaoz Mardoché na blégé két hé zaoulin dira-z-han̄, ha na azeûlé két anézhan̄, é savaz drouk brâz enn-han̄ :
6. Hôgen ével nétrâ é sellaz lakaad hé zourn war Vardoché hép-kén ; hag ô véza klevet pénaoz é oa Iuzev, é oe gwell gan̄t-han̄ koll holl bobl ar Iuzevien en em gavé é rouan̄telez Assuérus.
7. Er miz ken̄ta, a zô hanvet Nisan, enn daouzékved bloaz eûz a rén Assuérus, é oé taolet ar sort, a zô hanvet phur é Hébrach, el léstr dirâg Aman, évit gouzout é pé zeiz, hag é pé vîz é tlié pobl ar Iuzevien béza lazet ; hag ar sort a gouézaz war ann daouzékved mîz hanvet Adar.
8. Hag Aman a lavaraz d’ar roué Assuérus : Béz’ éz eûz eur bobl a zô skiñet dré ann holl brovin̄sou eûz da rouan̄télez, hag a zô rannet diout-han̄ hé-unan ; péhini a heûḻ lézennou ha lidou névez, ha péhini ouc’h-penn a zispriz gourc’hémennou ar roué. Ha té a oar ervâd penaoz na zéré két oud da rouan̄télez é teûfé c’hoaz da greski hé rogoni.
9. Gourc’hémenn éta ma vézô kaset-da-gét, ma her c’havez mâd, ha mé a baéô da den̄zorierien da espern dék mil talan̄t.
10. Neûzé ar roué a dennaz ar bizou a zougé bépréd, hag hé rôaz da Aman, mâb Amadat eûz a wenn Agag, énébour ar Iuzevien.
11. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Mîr évid-od ann arc’han̄t a gennigez d’in ; ha grâ é-ken̄ver ar bobl-zé ével ma kiri.
12. Er miz ken̄ta hanvet Nisan, enn trizékved deiz eûz ann hévélep mîz é oé galvet skrivañerien ar roué, hag é oé skrivet, é hanô ar roué Assuérus, é-c’hîz m’en dôa gourc’hémennet Aman, da holl rénerien ar roué, ha da varnerien ann holl vrôadou a oa er brovin̄sou ; ha skrivet é oé é meûr a iéz, évit ma helché béza lennet gan̄t péb brôad : hag al lizer a oe siellet gan̄t bizou ar roué.
13. Kaset é oé gan̄t réderien ar roué d’ann holl brovin̄sou, évit ma vijé lazet ha kaset-da-gét ann holl Iuzevien , adaleg ar iaouan̄ka bétég ar c’hôsa, hag ivé ar vugalé hag ar merc’hed, enn hévélep deiz, da lavaroud eo, enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz hanvet Adar, ha ma vijé preizet hô mâdou.
14. Chétu pétrâ a oa el lizer-zé, évit ma vijé gwézet gan̄d ann holl brovin̄sou, ha ma vijen̄t daré évid ann deiz dilennet.
15. Ar réderien a oa kaset a iéa buhan, évit sévéni gourc’hémenn ar roué. Râk-tâl é oé staget ar gourc’hémenn-zé é Suza, en̄dra ma édô ar roué hag Aman ô banvézi, hag ann holl Iuzevien a oa é kéar ô skuḻa daélou.
1. Mardoché ô véza klézet kémen̄t-sé, a rogaz hé ziḻad , a wiskaz eur zac’h, hag a daolaz ludu war hé benn ; hag hén̄ en em lékéaz da c’harmi é-kreiz leûr-géar, ô tiskouéza c’houervder hé galoun.
2. Dont a réaz éta enn eur lén̄va ével-sé bété porz ar palez. Râk na helled két mon̄d é palez ar roué gwisket gan̄d eur zac’h.
3. Er provin̄sou, er c’heriou, hag enn holl lec’hiou, é péré é oé kaset ar gourc’hémenn krîz-zé eûz ar roué, é oé brâz ar c’hlac’har é-touez ar Iuzevien, hag ivé ar iûn, hag ar garm, hag ar gwélvan ; ha kalz anézhô n’hô dôa néméd ar zac’h hag al ludu évit gwélé.
4. Neûzé plac’hed Ester hag hé spazéien a zeûaz, hag a rôaz da anaout kémen̄t-sé d’ézhi. Ha pa hé glévaz, é oé man̄tret ; hag hî a gasaz eur zaé da Vardoché, évit ma hé gwiskché ha ma lezché hé zac’h ; hôgen na fellaz ket d’ézhan̄ hé c’hémérout.
5. Hag hi a c’halvaz Atac’h ar spâz, a oa bét rôet d’ézhi gan̄d ar roué évid hé servich, hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ mon̄d da gavout Mardoché, évit gouzout digan̄t-han̄ pérâg é réa ével-sé.
6. Atac’h a iéaz éta da gavout Mardoché, péhini a oa é-kreiz leûr-géar dirâk porz ar palez :
7. Ha Mardoche a rôaz da anaout d’ézhan̄ kémen̄t ha ma oa c’hoarvézet ; pénaoz Aman en dôa touet é tougché kalz a arc’han̄t é ten̄zor ar roué évit lazérez ar Iuzevien.
8. Eunn diskriv a rôaz ivé d’ézhan̄ eûz ar gourc’hémenn a oa bét staget é Suza, évid hé ziskouéza d’ar rouanez, hag hé c’huzulia da von̄t da gavout ar roué, ha da bédi stard anézhan̄ évid hé fobl.
9. Hag Atac’h a zistrôaz, hag a rôaz da anaout da Ester kémen̄d ha m’en dôa lavaret Mardoché d’ézhan̄.
10. Hag Ester a respoun̄taz, hag a chourc’hémennaz da Atac’h ma lavarché kémen̄t-man̄ da Vardoché :
11. Holl zervicherien ar roué ; hag ann holl brovin̄sou a zô dindân he c’halloud a oar pénaoz mar teû hini, daoust pé goaz, daoust pé maouez, da von̄t, héb béza galvet, er zâl a-ziabarz, é véz lazet râk-tâl hép mâr é-béd ; néméd astenni a râfé ar roué dré zarvoud étrézég enn-han̄ hé walen-roué aour, ével arouéz a habaskded, ha dré-zé ma hellô béva. Pénaoz éta é helfenn-mé mon̄d da gavout ar roué, pa n’ounn két bét galvet gan̄t-han̄ trégon̄t dervez a zô ?
12. Pa glevaz Mardoché kémen̄t-sé,
13. É kasaz adarré étrézég Ester, évit lavarout d’ézhi : Na gréd két pénaoz, évid-od da véza é tî ar roué, é helfez savetei da vuez, gwelloc’h égéd ann holl Iuzevien :
14. Rak mar tavez bréma, enn eunn doaré all é vézô dieûbet ar Iuzevien ; ha té, ha tî da dâd a vézô kollet. Ha piou a oar ma né két évit-sé oud bét savet da rouanez, ma vijez daré évid eunn hévéleb amzer ?
15. Hag Ester a gasaz adarré da lavarout kémen̄t-man̄ da Vardoché :
16. Kéa ha stroll ann holl Iuzevien a gavi é Suza, ha pédit évid-oun. Na zebrit, na na évit a-héd trî dervez ha teir nôzvez ; ha mé ivé a iunô gan̄t va flac’hed ; ha goudé-zé éz inn da gavout ar roué a-éneb al lézen, hag héb béza galvet, oc’h en em rei d’ar gwall ha d’ar marô.
17. Mon̄d a réaz éta Mardoché, hag é réaz ar péz é dôa gourc’hémennet Ester d’ézhan̄.
1. Hôgen ann trédé deiz Ester a wiskaz he diḻad rouanez ; mon̄d a réaz er zâl a-ziabarz eûz a dî ar roué, hag é choumaz énô dirâg hé gampr ; ar roué a oa azézet war hé drôn, é speûren-wélé hé gampr, war-énep da zôr hé gampr.
2. Ha pa wélaz ar rouanez Ester a oa enn hé sâ, é hétaz-hî d’ézhan̄, hag éc’h astennaz étrézég enn-hi ar walen-roué aour en dôa enn hé zourn. Hag hî a dôstaaz, hag a bokaz da benn ar walen-roué.
3. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi : Pétrâ a fell d’id, rouanez Ester ? Pétrâ a c’houlennez ? Ha pa c’houlenfez ann han̄ter eûz va rouan̄télez, hé rôfenn d’id.
4. Hag Ester a lavaraz d’ézhan̄ : Pédi a rann ar roué da zon̄d hiriô, mar kâr, hag Aman gan̄t-han̄, d’ar banvez em eûz aozet.
5. Galvit Aman râk-tâl, émé ar roué, évit ma sen̄tô oud ioul Ester. Ar roué hag Aman a zeûaz éta d’ar banvez é dôa ar rouanez aozet évit-hô.
6. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi, goudé m’en dôé évet kalz a wîn : Pétrâ a fell d’id a rôfenn d’id, ha pétrâ a c’houlennez ? Ha pa c’houlenfez ann han̄ter eûz va rouan̄télez, hé rôfenn d’id.
7. Hag Ester a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu va goulenn ha va féden.
8. Ma em eûz kavet grâs dirâg ar roué, ha ma fell d’ézhan̄ aotréa d’in ar péz a c’hoan̄taan hag a c’houlennann ; deûet ar roué, hag Aman gan̄t-han̄, d’ar banvez em eûs aozet d’ézhô, ha war-c’hoaz é rôinn da anaout va c’hoan̄t d’ar roué.
9. Aman éta a iéaz er-méaz enn deiz-zé, hag hén̄ laouen ha dréô. Hôgen pa wélaz pénaoz Mardoché péhini a oa azézet é-tâl porz ar palez, na oa két savet évit-han̄, ha na oa két zôkén fin̄vet eûz al léac’h é péhini é oa azézet, é savaz eunn drouk brâz enn-han̄ :
10. Hag ô kuza hé vuanégez, é tistrôaz d’hé dî, hag é strollaz hé viñouned ha Zarez hé c’hrég :
11. Hag é komzaz d’ézhô eûz a vrasder he vadou, eûz ann niver brâz eûz hé vipien, hag eûz ar c’hloar vrâz da béhini en dôa hé zavet ar roué dreist hé holl brin̄sed hag hé holl zervicherien.
12. Ha goudé-zé é lavaraz : Ar rouanez Ester n’é deûz ivé galvet néméd-oun d’ar banvez é deûz gréat évid ar roué ; ha war-c’hoaz é leininn adarré enn hé zi gan̄d ar roué.
13. Pétrâ-bennâg ma em eûz kémen̄t-sé, é gav d’in n’am eûz nétrâ, keit ha ma wélinn Mardoché, ar Iuzéô, azézet é-tâl porz tî ar roué.
14. Ha Zarez, hé c’hrég, hag hé holl viñouned a lavaraz d’ézhan̄ : Laka da sével eur groug, hag é dévézô han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, ha lavar d’ar roué war-c’hoaz vin̄tin ma lakai da staga out-hi Mardoché ; hag ével-sé éz î laouen d’ar banvez gan̄d ar roué. Ar c’huzul-zé a oé kavet-mâd gan̄t Aman, hag hén̄ a lékéaz da sével eur groug uc’hel.
1. Digousk é tréménaz ar roué ann nôz-zé, hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé digaset d’ézhan̄ ann historiou hag al levriou-bloasiek diwar-benn ann amzeriou diagen̄t. Ha pa hô lennen̄t dira-z-han̄,
2. É teûjon̄t d’al léac’h é péhini é oa skrivet pénaoz en dôa Mardoché rôet da anaout dispac’h Bagatan ha Tarez ar spazein, péré a felle d’ézhô laza ar roué Assuérus.
3. Pa glévaz ar roué kémen̄t-sé, é lavaras : Pé énor, ha pé c’hôbr a zô bét rôet da Vardoché évid al léalded-sé ? Hag hé zervicherien hag hé vinistred a lavaraz d’ézhan̄ : N’en deûz bét gôbr é-béd.
4. Hag ar roué a lavaraz : Piou a zô er zâl a-ziabarz ? Aman eo a oa éat er zâl a ziabarz eûz a dî ar roué, évid hé bédi da c’hourc’hémenni ma vijé staget Mardoché oud ar groug en dôa aozet évit-han̄.
5. Hag hé baotred a lavaraz d’éz-han̄: Aman eo a zô er zâl. Hag ar roué a lavaraz : Ra zeûi ébarz.
6. Ha pa oé deûet Aman ébarz, ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a dléeur da ôber d’ann dén a fell d’ar roué da énori ? Hôgen Aman ô venna enn hé galoun, hag ô krédi pénaoz na fellé ar roue énori némét-han̄,
7. A lavaraz : Ann dén a fell d’ar roué da énori,
8. A dléeur da wiska gan̄d diḻad ar roué, hag hé lakaad war ar marc’h war béhini é piñ ar roué, ha kurunen ar roué war hé benn ;
9. Hag ar c’hen̄ta eûz a brin̄sed hag eûz a rénerien ar roué a zalc’hô hé varc’h, hag enn eur von̄t a c’harmô war al leûr-géar, ô lavarout : Ével-henn é vézô énoret piou-bennâg a fellô d’ar roué da énori.
10. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Hast, kémer ar zaé hag ar marc’h, ha grâ, ével ma éc’h eûz lavaret, é-kén̄ver Mardoché, ar Iuzéô, a zô azézet é-tâl porz ar palez. Laka évez na an̄kounac’hafez nétrâ eûz ar péz éc’h eûz lavaret.
11. Aman a géméraz éta ar zaé hag ar marc’h, ha goudé béza gwisket ar zaé da Vardoché él leûr-géar, ha goudé béza hé lékéat da biña war ar marc’h, éz éa enn hé raok, hag é c’harmé ével-henn : Enn doaré-man̄ é tlé béza énoret piou-bennâg a fell d’ar roué da énori.
12. Mardoché a zistrôaz out porz ar roué ; hag Aman a hastaz mon̄d d’hé dî, enn eur wéla, hag ô c’hôlei hé benn.
13. Hag hén̄ a zanévellaz da Zarez, hé c’hrég, ha d’hé viñouned ar péz a oa c’hoarvézet gan̄t-han̄. Hag ar ré fûr a oa enn hé guzul, hag hé c’hrég a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-eo eûz a wenn ar Iuzevien ar Mardoché-zé dirâk péhini éc’h eûz déraouet da gouéza, na helli két énébi out-han̄ ; hôgen dira-z-han̄ é kouézi.
14. Pa gomzé c’hoaz ar ré-man̄, é teûaz spazéien ar roué, péré a rédiaz anézhan̄ da von̄t d’ar banvez é dôa aozet ar rouanez.
1. Ar roué éta hag Aman a zeûaz évid éva gan̄d ar rouanez.
2. Hag ar roué a lavaraz c’hoaz d’ézhi enn eil dervez-zé, pa oé deûet da véza tomm d’ézhan̄ gan̄d ar gwîn: Pétrâ a c’houlennez, Ester, ha pétrâ a fell d’id é rafenn ? Ha pa c’houlenfez ann han̄ter eûz va rouan̄télez, hé rôfenn d id.
3. Hag hî a lavaraz d’ezhan̄: Ma em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad, ô roué, ha ma hé gavez-mâd, rô d’in va buez a c’houlennann digan-éz, hag hini va fobl, évit péhini az pédann.
4. Râg gwerzet omb bét, mé ha va fobl, évit béza mac’het, évit béza lazet, évit béza dispennet. A-ioul é vemp gwerzet da sklaved ha da sklavézed, gouzan̄vuz é vé ann drouk ; tével a rajenn enn eur geina. Hôgen bréma hon eûz eunn énébour kriz, hag hé grizder a gouéz war ar roué.
5. Hag ar roué Assuérus a lavaraz d’ézhi : Piou eo hen-nez ? Ha piou a zô galloudek awalc’h évit krédi ôber kémen̄t-sé ?
6. Hag Ester a lavaraz : Hon énébour hag hon énébour touet eo Aman ar fallagr. Pa glévaz Aman kémen̄t-sé, é oé saouzanet râk-tâl, ha na hellaz két gouzan̄vi sellou ar roué hag ar rouanez,
7. Hôgen ar roué ô véza savet droug enn-han̄, a iéaz er-méaz eûz a léac’h ar banvez, hag ac’hanô enn eur c’harz leûn a wéz. Aman ivé a zavaz évit pédi ar rouanez Ester da zavétei hé vuez d’ézhan̄; râg gwélet en dôa pénaoz ar roué a aozé drouk d’ézhan̄.
8. Assuérus ô véza distrôet eûz ar c’harz leûn a wéz, hag ô véza deûet é léac’h ar banvez, a gavaz Aman péhini a oa en em daolet war ar gwélé é péhini é oa gourvézet Ester, hag é lavaraz : Hag hén̄ a fell ivé d’ézhan̄ gwalla ar rouanez dira-z-oun, hag em zî ? A véac’h ma oa éat ar gér-zé er-méaz eûz a c’hénou ar roué ; ma oé gôlôet hé benn da Aman.
9. Hag Harbona, unan eûz ar spazéien péré a oa é servich ar roué, a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu éz eûz é-ti Aman eur groug eûz a han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, a zô bét savet gan̄t-han̄ évit Mardoché, péhini en dôa komzet évid ar roué. Hag ar roué a lavaraz : Stagit-hén̄ out-hi.
10. Aman a oé éta staget oud ar groug en dôa aozet évit Mardoché, ha droug ar roué a habaskaaz.
1. Enn deiz-zé ar roué Assuérus a rôaz d’ar rouanez Ester tî Aman, énébour ar Iuzevien, ha Mardoché a iéaz dirâg ar roué. Râg Ester é dôa an̄savet d’ar roué pénaoz é oa hé-man̄ éon̄tr d’ézhi.
2. Hag ar roué a géméraz ar bizou, en dôa lékéat da denna eûz a zourn Aman, hag hé rôaz da Vardoché. Ester a lékéaz ivé Mardoché da réner war hé zî.
3. Ester na gavaz két awalc’h kémen̄t-sé ; en em deûrel a réaz da dreid ar roué, gwéla a réaz, hag é pédaz anézhan̄ ma kasché-da-gét ann drougiez hag ar gwall zispac’hiou en dôa gréat Aman, ann Agagiad, a éneb ar Iuzevien.
4. Hag ar roué a astennaz étrézég enn-hi hé walen-roué aour, ével ma oa boazet da ôber, évid diskouéza hé habaskded ; hag hî a zavaz hag a choumaz enn hé sâ dira-z-han̄,
5. Hag a lavaraz : Mar plij gan̄d ar roué, ha ma em eûz kavet grâs dirâg hé zaoulagad, ha ma na gâv két dizoaré va feden, é pédann ac’hanod da derri gan̄d eul lizer névez, al lizer kôz en dôa skrivet Aman, énébôur touet d’ar Iuzevien, dré béhini en dôa gourc’hémennet ma vijé dispennet ar ré-man̄ é holl brovin̄sou ar roué.
6. Râk pénaoz é helfenn-mé gouzan̄vi marô ha dispenn va fobl :
7. Hag ar roué Assuérus a lavaraz d’ar rouanez Ester ha da Vardoché, ar Iuzéô : Tî Aman em eûz rôet da Ester, ha gourc’hémennet em eûz é vijé staget-hén̄ oud ar groug, ô véza m’en dôa krédet lakaad hé zourn war ar Iuzevien.
8. Skrivit éta évid ar Iuzevien, ével ma kerrot, é hanô ar roué, ha siellit al lizéri gan̄t va bizou. Râk diouc’h ar boaz, dén na grédé énébi oud al lizéri a oa kaset é hanô ar roué, ha siellet gan̄d hé vizou.
9. Kémennet é oé éta râk-tâl skribed ha skrivañerien ar roué (râg édod enn trédé mîz hanvet Siban), hag ann trédé deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé é oé skrivet al lizéri, ével ma fellaz da Vardoché, d’ar Iuzevien, d’ar brin̄sed, d’ar rénerien ha d’ar varnerien a oa da benn war ar seiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t eûz ar rouan̄télez, adaleg ann India bétég ann Etiopia ; hag hî a oé skrivet é meûr a iéz, évit ma helfen̄t béza lennet ha béza klévet gan̄t tûd ar brovin̄sou hag ar brôadou, hag ivé gan̄d ar Iuzévien.
10. Hag al lizéri-zé péré a oa skrivet é hanô ar roué, ha siellet gan̄d hé vizou, a oé kaset gan̄t réderien war varc’h, péré ô von̄t buana ma hellent, a dlié diaraogi al lizéri kôz gan̄d al lizéri névez.
11. Ar roué a c’hourc’hémennaz ivé d’ar ré-man̄ m’az ajen̄t da gavout ar Iuzevien é pép kéar, m’hô lakajen̄t d’en em strolla kévret, ha d’en em aoza évit difenni hô buez, évit laza ha dispenna hô holl énébourien, gan̄d hô bugalé, hag hô gragez, hag hô holl ziez, hag évit preiza hô holl zibourc’hou.
12. Ha merket é oé d’ann holl brovin̄sou eunn hévélep deiz évid ar ven̄jan̄s, da lavaroud eo ann trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz hanvet Adar.
13. Hag ann abek ken̄ta eûz al lizéri-zé a oé, da rei da anaout dré ann holl vrôiou ha d’ann holl boblou a oa dindân galloud ar roué Assuérus, pénaoz é oa daré ar Iuzevien d’en em ven̄ji eûz hô énébourien.
14. Hag ar réderien war varc’h en em lékéaz râk-tâl enn hen̄t évit kâs al lizéri ; ha gourc’hémenn ar roué a oé staget é Suza.
15. Hôgen Mardoché ô von̄t er-méaz eûz ar palez hag eûz a zirâg ar roué, en dôa diḻad roué kaer, glâz ha pers, hag eur gurunen aour war hé benn, hag eur van̄tel seiz ha mouk war hé ziskoaz. Hag ar géar holl a ébataz hag en em laouénaaz.
16. É-kén̄ver ar Iuzevien, é kavaz d’ézhô é zavé war-n-ézhô eur goulou névez, gan̄d al lévénez-zé, ann énor, hag ar veûleûdi.
17. É-touez ann holl boblou, hag ar brovin̄sou, hag ar c’heriou é péré é teûaz gourc’hémenn ar roué, é oé eul lévénez anat, féstou ha banvésiou ha deisiou-gouél ; enn hévélep doaré ma teûaz kalz eûz ar brôadou all, péré a oa dishén̄vel diout-hô enn hô c’hréden, d’en em unvani gan̄t hô c’hréden ha gan̄d hô lidou ; ô véza m’en dôa hanô ar Iuzevien taolet eur spoun̄t brâz enn hô zouez.
1. Ével-sé enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz, hon eûz lavaret ken̄t a oa hanvet Adar, pa en em aozed da laza ann holl Iuzevien, ha ma oa ioulet hô goâd gan̄d hô énébourien, ar Iuzevien enn-énep a zéraouaz béza ar ré gréva, hag en em ven̄ji eûz hô énébourien.
2. En em strolla a réjon̄t enn holl geriou, er bourc’hiou, hag el lec’hiou all, evit stourmi oud hô énébourien hag hô heskinerien ; hag hini anezhô na gredaz ôber-penn d’ézhô, râg ar spoun̄t eûz hô ners a oa kroget enn holl boblou.
3. Râk barnerien ar brovin̄sou, hag ann duged, hag ar rénerien, ha kémen̄d hini a oa é pép léac’h da benn war al labouriou, a veûlé ar Iuzevien gan̄d ar spount hô dôa râk Mardoché ;
4. O veza ma wien̄t pénaoz é oa-hén̄ da vestr-brâz er palez, ha m’en dôa kalz a c’halloud ; hé hanô-mâd a greské bemdez hag en em gavé é génou ann holl.
5. Ar Iuzevien a skôaz éta stard war hô énébourien, hag a lazaz anézhô, ô tisteûrel war-n-ézhô ann droug hô dôa aozet évit-hô ;
6. Enn hévélep doaré ma oé lazet é Suza bété pemp kan̄t dén, hép nivéri ann dék mâb Aman, mâb Agag, énébour ar Iuzevien, a béré chétu aman̄ ann hanvou :
7. Farsandata, ha Delfon, hag Esfata,
8. Ha Forata, hag Adalia, hag Aridata,
9. Ha Fermesta, hag Arisai, hag Aridai, ha Jézata.
10. Pa hô dôé hô lazet, na fellaz két d’ézhô kémérout preiz é-béd war-n-ézhô.
11. Rôet é oé râk-tâl da anaout d’ar roué ann niver eûz ar ré a oa bét lazet é Suza.
12. Hag hén̄ a lavaraz d’ar rouanez : É kéar Suza hô deûz lazet ar Iuzevien pemp kan̄t dén, hép nivéri ann dék mâb Aman : péger braz é vennez-té eo al lazérez a reon̄t enn holl brovin̄sou ? Pétrâ a c’houlennez-té ouch-penn, ha pétrâ a fell d’id a c’hourc’hémenfenn c’hoaz ?
13. Hag ar rouanez a lavaraz : Mar kâv-mâd ar roué, bézet rôet d’ar Iuzevien ar galloud da ôber adarré war-c’hoaz é Suza ével ma hô deûz gréat hiriô, ha bézet staget ann dék mâb Aman oud ar groug.
14. Hag ar roué a c’hourc’hémennaz ma vijé gréat ével-sé ; ha râk-tâl é oé staget ar gourc’hémenn-zé é Suza ; hag ann dék mâb Aman a oé krouget.
15. Ar Iuzevien ô veza c’hoaz en em strollet er pévarzekved deiz eûz a viz Adar, a lazaz é Suza tri c’han̄t den ; hôgen na gemerchon̄t preiz é béd war-n-ézhô.
16. Ar Iuzévien en em zalc’haz ivé daré, enn holl brovin̄sou a oa dindan galloud ar roué, évit diwallout hô buez, hag é lazchon̄t hô énébourien hag hô heskinerien ; enn hévélep doaré ma kouézaz el lazérez-zé pemzék mil ha tri-ugen̄t mil ; hag hini eûz ar Iuzevien na géméraz preiz é-béd war-n-ézhô.
17. Ann trizékved deiz eûz a viz Adar a oé ar c’hen̄ta é péhini en em lékéjon̄t holl da laza, hag er pévarzékved deiz éc’h éhanchon̄t al lazérez. Hag hî a réaz anézhan̄ eunn deiz goél, évid hé dréménout da-vikenn el lîd, el lévénez, hag er banvésiou.
18. Hôgen ar Iuzevien a oa é kéar Suza hô dôa gréat al lazérez enn trizékved hag er pévarzékved deiz eûz ar miz-zé ; hag hî hô dôa éhanet er pemzékved deiz. Râk-sé é verkchon̄t ann deiz-zé évid eunn deiz a lîd, a vanvésiou, hag a lévénez.
19. Ar Iuzévien a choume er c’heriou divur hag er bourc’hiou a lékéaz ar pévarzékved deiz a viz Adar évid eunn deiz a vanvez hag a lévénez ; hag enn-han̄ eo en em laouénéon̄t, hag é kason̄t ann eil d’égilé lôd eûz a voéd hô banvez.
20. Mardoché a skrivaz kemen̄t-sé ; hag ô véza hé lékéat enn eul lizer, é kasaz anézhan̄ d’ar Iuzevien a choumé é holl brovin̄sou ar roué, kenn a dôst, kenn a bell,
21. Évit ma kémerchen̄t da c’hoél ar pévarzékved hag ar pemzékved deiz eûz a viz Adar, ha ma lidchen̄t anézhan̄ pép ploaz enn hévélep deisiou :
22. O véza m’hô dôa ar Iuzevien en em ven̄jet enn deisiou-zé eûz hô énébourien, ma oa trôet hô c’haon̄ hag hô glac’har é laouénidigez hag é dudi ; ha ma vijé ann deisiou-zé deisiou a vanvez hag a lévénez, ma kasché boéd ann eil d’égilé, ha ma rajen̄t rôouigou d’ar béorien.
23. Ar Iuzevien a réaz éta eur goél lîd eûz ar péz hô dôa déraouet da ôber enn amzer-zé, hervez m’en dôa Mardoché hé c’hourc’hémennet d’ézhô dré hé lizéri.
24. Râg Aman, mâb Amalat eûz a wenn Agag, énébour touet d’ar Iuzevien, en dôa mennet ôber drouk d’ézhô, hô laza, hag hô c’hâs-da-gét ; hag hén̄ en dôa taolet phur, a zô hanvet sort enn hor iéz-ni.
25. Ha goudé-zé Ester a iéaz da gavout ar roué, hag a bédaz anézhan̄ da ziarbenna gwall-ioul Aman gan̄d eul lizer é hanô ar roué ; ha ma tistrôjé war hé benn hé-unan ann droug en dôa mennet oud ar Iuzevien. Enn-divez stapet é oé-hén̄ oud ar groug, hag hé vipien ivé.
26. Râk-sé abaoé neûzé ann deisiou-zé a zô bét hanvet Phurim, da lavaroud eo eûz ar sortou ; ô véza ma oa bét taolet phur, da lavaroud eo ar sort, enn eul léstr. Hag el lizer-zé, pé el levr-zé é oé lékéat kémen̄d a c’hoarvézaz neûzé.
27. Ar Iuzevien éta é koun eûz ar péz hô dôa gouzan̄vet, hag eûz ar péz a oa deûet da drei goudé, en em rédiaz, hî hag hô gwenn, hag ar ré holl en em unvanche oud hô feiz, da lida ann daou zervez-zé, hervez ar péz a zô merket er skrîd-zé, hag a zô sévénet bép ploaz, évit deisiou ar goél-zé.
28. Ann deisiou-zé eo ha na vezô két tennet morsé eûz a goun ann dûd, hag a vézô lidet enn holl brovin̄sou a-rumm é-rumm dré ann douar holl. Ha n’eûz kéar é-béd é péhini deisiou Phurim, da lavaroud eo deisiou ar sortou n’in̄t két lidet gan̄d ar Iuzevien, ha gan̄d hô gwenn, évit péré in̄t eunn dra réd.
29. Ar rouanez Ester, merc’h Abihail, ha Mardoché ar Iuséô, a skrivaz c’hoaz eunn eil lizer, évit ma vijé lékéat gan̄t préder ann deiz-zé da lîd da-vikenn.
30. Hag hî a gasaz anézhan̄ d’ann holl Iuzevien a choumé er seiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t eûz ar roué Assuérus, évit m’hô défé ar péoc’h hag ar wirionez,
31. O sévéni deisiou ar sortou ; hag oc’h hô lida enn hô amzer gan̄t lévénez. Ar Iuzevien éta en em en̄gwéstlaz, hervez gourc’hémenn Mardoché hag Ester, da virout, hî hag hô gwenn, deisiou lîd ar sortou, gan̄d ar iunou hag ar c’harmou.
32. Ha kémen̄d a zô el levr-zé, a zô hanvet Ester.
1. Hôgen ar roué Assuérus a lékéaz ann douar holl hag holl énézi ar môr da baéa gwiriou d’ézhan̄.
2. Ha skrivet eo é levriou ar Védied hag ar Bersied péger braz eo bét hé c’halloud hag hé véli, ha pégen uc’hel eo bét savet gan̄t-han̄ galloud Mardoché.
3. Ha pénaoz Mardoché, eûz a wenn ar Iuzevien, a oé da eil d’ar roué Assuérus ; pénaoz é oé brâz é-touez ar Iuzevien, ha karet-brâz gan̄d hé vreûdeûr, ô klask mâd hé bobl ; hag ô komza eûz ar péz a zell out péoc’h hé wenn.
Bétég-henn em eûz trôet gan̄t gwirionez ar péz em eûz kavet é levriou ann Hébréed. Hôgen ar péz a zô war-lerc’h, em eûz hé gavet enn eul levr skrivet é iéz ar C’hrésianed ha gan̄d hô lizérennou. Ha koulskoudé ar pennad-zé a zô bét lékéat goudé ar penn divéza eûz al levr ; hag hervez ma omb boazet da ôber, hon eûz hé verket gan̄d eunn taol, da lavaroud eo, gan̄d eur bér.
4. Ha Mardoché a lavaraz : Gan̄d Doué eo bét gréat kémen̄t-zé.
5. Koun em eûz eûz a eunn huvré am eûz bét, hag a verké ar péz a zô c’hoarvézet ; ha nétrâ n’eo choumet hép béza sévénet.
6. Eur feun̄teun vihan a wéliz, péhini a greskaz hag a zeûaz da ster, hag a oé trôet enn eur c’houlaouen hag enn eunn héol, hag en em fennaz é kalz a zouréier : Ester eo, en deûz kéméret ar roué da c’hrég, hag eo bét fellet d’ézhan̄ lakaad da rouanez.
7. Ann daou aéraouan̄t : mé eo hag Aman.
8. Ar boblou en em strollaz ; ar ré-zé eo péré a strivaz da gâs-da-get hanô ar Iuzevien.
9. Va fobl : Israel eo péhini a c’harmaz oud ann Aotrou, hag ann Aotrou a zieûbaz hé bobl : hag hén̄ a dennaz pép drouk diwar-n-omp, hag a réaz arouésiou brâz ha burzudou é-touez ar brôadou.
10. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz é vijé daou zarvoud, unan évit pobl Doué, hag égilé évid ar boblou all.
11. Hag ann daou zarvoud-zé a zeûaz dirâk Doué enn deiz a oa bét merket a neûzé d’ann holl boblou.
12. Hag ann Aotrou en dôé koun eûz hé bobl, hag en dôé truez eûz hé zigwéz :
13. Hag ann deisiou-zé a vézô lidet é miz Adar, ar pévarzékved hag ar pemzékved eûz ar mîz : hag ar bobl en em strollô gan̄d préder ha gan̄t lévénez évit-sé, bréma ha keit a badô pobl Israel.
1. Er pévaré bloaz eûz a rén Ptoléméus ha Kléopatra, Dositéus, péhini a lavaré é oa bélek, hag eûz a wenn Lévi, ha Ptoléméos hé vâb, a zigasaz al lizer-man̄ eûz a Phurim, a lavaren̄t a oa bét trôet é Jéruzalem gan̄t Lisimakus, mâb Ptoléméus.
Ann dra-man̄ eo ann dérou eûz a levr vulgat ar C’hrésianed ; hôgen n’en em gav két é levriou ann Hébréed, nag é levr all é-béd.
2. Enn eil vloaz eûz a rén Artaksersez ar brâz-meûrbéd, enn deiz ken̄ta eûz a viz Nisan, Mardoché, mâb Jair, mâb Sémei, mâb Kis, eûz a vreûriez Ben̄jamin, en dôé eunn huvré :
3. Iuzéô é oa, hag é choumé é kéar Suza, dén brudet-brâz, hag eûz ar ré gen̄ta é léz ar roué.
4. Hén̄ a oa unan eûz ar sklaved a oa bét dizouget gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, eûz a Jéruzalem gan̄t Jékonias, roué Juda.
5. Ha chétu hé huvré : hén̄ a venné é klevé mouésiou, ha safariou, ha kurunou, ha krénou-douar, hag eur reûstl brâz war ann douar :
6. Ha chétu é wélaz daou aeraouan̄t, péré a oa daré da stourmi ann eil ouc’h égilé.
7. Oc’h hô c’hlevout, ann holl vrôadou en em zispac’haz évit stourmi out pobl ar ré wirion.
8. Hag ann deiz-zé a oé eunn deiz a dévalien hag a wall, a c’hlac’har hag a an̄ken, hag eûz a eur spoun̄t brâz war ann douar.
9. Ha pobl ar ré wirion a oa reûstlet-brâz gan̄d ar spoun̄t râg ann droug a aozed d’ézhi ; hag hî a oa daré d’ar marô.
10. Garmi a réjon̄t oud Doué, hag en̄dra ma c’harmen̄t, eur feun̄teun vihan a zeûaz da eur ster vrâz, hag en em fennaz é kalz a zouréier.
11. Ar goulou hag ann héol a zavaz ; ar ré vuel a oé uc’héléet, hag a loun̄kaz ar ré c’halloudek.
12. Mardoché ô véza gwélet kémen̄t-sé, hag ô véza savet eûz hé wélé, a venné enn-han hé-unan pétrâ a fellé da Zoué da ôber ; hag hén̄ hel lékéaz stard enn hé galoun gan̄d ar c’hoan̄t en dôa da c’houzout pétrâ é oa hé huvré da lavarout.
1. Enn amzer-zé é choume Mardoché é léz ar roué, gan̄t Bagala ha Tara spazéien ar roué, péré a oa da benn war borsierien ar palez.
2. Pa en dôé lékéat évez oud hô ménosiou, ha pa en dôé sellet-pîz oud hô dézô, éc’h anavézaz pénaoz é lékéen̄t hô strîv da zével a-énep ar roué Artaksersez ; hag hén̄ hé rôaz da anaout d’ar roué.
3. Hag ar roué a lékéaz hô barna hô daou ; ha pa oé an̄savet hô gwall gan̄t-hô, é c’hourc’hémennaz ma vijen̄t kaset d’ar marô.
4. Ar roué a skrivaz é rollou ar péz a oa c’hoarvézet ; ha Mardoché hé lékéaz ivé dré skrîd évit na vijé két an̄kounac’héet.
5. Hag ar roué a c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ m’az ajé da choum enn hé balez, goudé ma oé rôet d’ézhan̄ eunn dra-bennâg evid ar péz en dôa disklériet.
6. Hogen Aman, mâb Amadat ar Bugéad, a oa leûn a c’hloar dirâg ar roué ; hag hén̄ a fellaz d’ézhan̄ kas-da-gét Mardoché hag hé bobl enn abek d’ann daou spaz d’ar roué a oa bét lékéat d’ar marô.
Bétég aman̄ êma ann derou, ar péz a zô goudé a oé lékéat enn hé léac’h, é péléac’h eo skrivet el levr : Hag hi a skrapaz hô madou, pé hô danvez.
Ann dra-man̄ n’eo bét kavet gan-é-omp néméd é levr ar vulgat : Hôgen chetu ann diskriv eûz al lizer.
1. Ar roué brâz-meûrbéd Artaksersez , pehini a rén adaleg ann In̄dia béteg ann Étiopia, war zeiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t, d’ar brin̄sed ha d’ann duget a zô dindân hé véli, salut.
2. Pétrâ-bennâg ma rénfenn war gémen̄d all a boblou, ha m’am bôa lékéat ar béd holl dindân va béli, ne két fellet d’in gwall-ôber gan̄t va galloud brâz, hôgen rénet eo bet gan-en̄ va sujidi gan̄d habaskded ha gan̄t kun̄velez, évit ma teûjen̄t da véva sioul hag héb aoun, ha m’hô divijé ar péoc’h a zô kenn ioulet gan̄d ann dûd holl.
3. Hag ô véza goulennet digan̄t va c’huzulierien pénaoz é helfenn sévéni kémen̄t-sé, unan anézhô, hanvet Aman, péhini a zô fûr ha feal dreist ar ré all, hag a zô ann eil goudé ar roué,
4. En deûz rôet da anaout d’in pénaoz éz eûz eur bobl a zô skin̄et dré ar bed holl, péhini a heûḻ lézennou névez a éneb out boasiou ar boblou all, a zispriz gourc’hémennou ar rouéed, hag a reûstl gan̄d hé unvaniez ann holl vroâdou.
5. Pa hon eûz klevet kémen̄t-sé, ha pa hon eûz gwelet pénaoz eur bobl hép-kén a zispac’h oud ar ré all holl, oc’h heûlia gwall lézennou, oc’h énébi oud hor gourc’hémennou, hag ô reûstla ar péoc’h, hag ann unvaniez eûz ar brovin̄sou a zô dindân hor béli,
6. Hon eûz gourc’hémennet pénaoz ar ré holl péré a vézô rôet da anaout gan̄d Aman, péhini eo réner war ann holl brovin̄sou, hag ann eil goudé ar roué, hag a énoromp é léac’h hon tâd, a vézô kaset-da-gét gan̄d dourn hô enébourien, hî hag hô gragez hag hô bugalé, hép ma en dévézô dén truez out-hô, er pévarzékved deiz eûz a Adar, enn daouzékved mîz eûz ar bloaz-man̄ :
7. Évit ma tiskennô ann dûd fallagr-zé er béz enn eunn hévélep deiz, ha ma rôin̄t a-névez ar péoc’h d’hor rouan̄télez, hô deûz reûstlet.
Bétég aman̄ éma diskriv al lizer, ar péz a zô war lerc’h, em eûz kavet skrivet goudé-zé, é péléac’h é lenneur : Ha Mardoché a iéaz, hag a réaz kémen̄d é dôa Ester gourc’hémennet d’ézhan̄.
Koulskoudé n’éma ket enn Hébré, ha n’her c’haveur két héd-da-héd é skrivañer é-béd.
8. Hôgen Mardoché a bédaz ann Aotrou, gan̄d ar c’houn en dôa eûz hé ôberiou ;
9. Hag é lavaraz : Aotrou, Aotrou, roué holl c’halloudek ; râk kémen̄t-trâ en em gav dindân da véli, ha dén na hell énébi oud da ioul, ma éc’h eûz lékéat enn da benn tenna Israel a boan.
10. Té éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar, ha kémen̄d a zô dindân ann én̄v.
11. Té eo ann Aotrou eûz a bép trâ, ha n’eûz hini a gémen̄t a énepfé oud da veûrded.
12. Té a anavez pép trâ, hag a oar pénaoz ma n’em eûz két azeûlet Aman ar balc’h, né két dré rogôni, na dré fae, na dré ioul c’hloar é-béd :
13. (Râk daré é vijenn bét zô-kén da boki da roudou hé dreid gan̄t lévénez évid dieûb Israel.)
14. Hôgen aoun em eûz bét na zizougfenn da eunn dén ann énor ha n’eo dléet néméd d’am Doué, ha na azeûlfenn unan-bennâg ha n’eo két va Doué.
15. Bréma éta, Aotrou roué, Doué Abraham, az péz truez oud da bobl, ô véza ma fell d’hon énébourien hor c’hâs-da-gét ha bévézi da zigwéz.
16. Na zispriz két da lôd, éc’h eûz dasprénet eûz ann Éjipt évit béza d’id.
17. Sélaou out va féden, ha béz trugarézuz é-kén̄ver ar ré a zô d’id ével dré ar sort ha dré ar gorden. Trô hon daérou é lévénez, évit ma vévimp ha ma veûlimp, Aotrou, da hanô ; ha na zerr két génou ar ré a gân da veûleûdiou.
18. Israel holl a c’harmaz ivé oud ann Aotrou, gan̄d eunn hévélep kaloun hag eunn hévélep péden, ô véza ma en em wélen̄t e-tâl da vervel.
1. Ester ivé a glaskaz skoazel digan̄d ann Aotrou, spoun̄tet ma oa-hi gan̄d ar gwall a oa kenn tôst.
2. Ha goudé ma é dôé tennet hé saéou a rouanez, é kéméraz diḻad pâr d’hé daérou ha d’hé c’haon̄ : hag é léac’h louzou-c’houés vâd, é c’hôlôaz hé fenn gan̄t ludu ha gan̄t saotr ; hag hî a vuéléaz he c’horf gan̄d ar iunou. Leûnia a réa gan̄d hé bléô a denné eûz hé fenn, al lec’hiou é péré ken̄t en em laouénéé.
3. Hag hî a bédaz ann Aotrou, Doué Israel, ô lavarout : Va Aotrou, péhini hép-kén eo hor roué, skoazel ac’hanoun pa ounn dilézet, ha pa n’eûz némed-oud a helfé va skoazella.
4. Em daouarn éma va gwall.
5. Klevet em eûz gan̄t va zâd, ô Aotrou, pénaoz éc’h eûz kéméret Israel é-touez ann holl boblou, ha ma éc’h eûz dilennet hon tadou é-kreiz hô gourdadou, évid ôber d’id eunn digwez peûr-baduz ; ha ma éc’h eûz gréat enn hô c’hén̄ver ével m’az pôa lavaret.
6. Péc’het hon eûz dira-z-oud, ha dré-zé éc’h eûz hol lékéat étré daouarn hon énébourien :
7. Râg hô douéed hon eûz azeûlet. Té a zô gwirion, Aotrou :
8. Ha bréma né két a-walc’h d’ézhô hor gwaska gan̄d eur sklavérez ar c’haleta, hôgen ô lakaat ners hô divréc’h war c’halloud hô idolou,
9. É fell d’ezhô trei da lavariou ; ha kâs-da-gét da zigwéz, ha serra hô génou d’ar ré a veûl ac’hanod, ha mouga gloar da dempl ha da aoter,
10. Évit ma tigorin̄t génou ar brôadou, ha ma veûlin̄t galloud hô idolou, ha ma embannin̄t da-vikenn eur roué kîk.
11. Na rô kéd, Aotrou, da walen d’ar ré péré n’in̄t nétrâ, gan̄d aoun na rajen̄t goab eûz hon dispennadur ; hôgen distrô hô c’huzul war-n-ézhô hô unan, ha koll ann hini en deûz déraouet ôber drouk d’é-omp.
12. Aotrou, ar péz koun ac’hanomp, hag en em ziskouéz d’é-omp é amzer hor glac’har, ha rô d’in fisian̄s, ô Aotrou, roué ann douéed hag eûz ann holl c’halloud.
13. Laka eul lavar déréad em génou dirâg al léon, ha laka hé galoun da gasaad hon énébour, évit ma varvô hé-man̄, hag ar ré a zô a-unan gan̄t-han̄.
14. Hôgen tenn ac’hanomp a boan gan̄d da zourn, ha skoazel ac’hanoun, pa n’em eûz skôr all néméd-oud, ô Aotrou, té péhini a oar pép trâ,
15. Hag a anavez pénaoz é kasaann gloar ar ré fallagr, hag éc’h argarzann gwélé ar ré zienwad, hag ar ré holl a ziavéaz brô.
16. Té a anavez va rédi, ha pénaoz enn deisiou é péré é tléann en em ziskouéza gan̄t fougé ha gan̄t gloar, éc’h argarzann ann arouéz a sked a zougann war va fenn, ha penaoz é kasaann anézhi é doaré eul liénen-saotret, ha n’hé dougann ket é deisiou va zâv,
17. Ha pénaoz n’em eûz két débret ouc’h taol Aman, ha n’eo két bét hétet gan-én̄ banvez ar roué, ha n’em eûz két évet gwin ar braoued-kennig :
18. Ha pénaoz abaoé ma ounn bét digaset aman̄ ha bété bréma, biskoaz da vatez n’eo en em laouénéet, néméd enn oud, Aotrou, Doué Abraham.
19. Doué kré dreist ann holl, sélaou out peden ar ré péré n’hô deûz géd é-béd néméd enn-oud, dieûb ac’hanomp eûz a zourn ar ré fallagr, ha tenn ac’hanoun eûz ar pez a ra aoun d’in.
1. Hag hen̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhi (héb arvar Mardoché da Ester) m’az ajé da gavout ar roué, ha ma pédché anézhan̄ évid hé fobl hag évid hé brô.
2. Az péz koun, émé-z-han̄, eûz a zeisiou da vuelded, ha penaoz oud bét maget étré va daouarn ; râg Aman, ann eil goudé ar roué, en deûz komzet out-han̄ enn hon énep évid hé lakaad d’hol laza :
3. Hôgen té, péd ann Aotrou, komz oud ar roué évid-omp, ha dieûb ac’hanomp eûz ar marô.
Hag ivé ar péz a zô war-lerc’h.
4. Enn trédé deiz Ester a ziwiskaz hé diḻad pemdez, hag a lékéaz war hé zrô hé diḻad ar ré gaéra.
5. Er skéd eûz a zoaré eur rouanez, ha goudé béza pédet Doué, rener ha Salver ann holl, é kéméraz diou eûz hé flac’hed ;
6. Hag hî en em harpé war unan anézhô, ével ma na helche két dizougen hé c’horf, enn abek d’hé c’hizidigez ha d’hé gwander :
7. Ar plac’h all a iéa war-lerc’h hé itroun, hag a zougé hé saé a stléjé war ann douar.
8. Hôgen hî gan̄d eunn dremm é liou ar rôz, hag hé daoulagad béô ha lugernuz, a guzé eur galoun glac’haret ha spoun̄tet-brâz.
9. Hag ô véza tréménet dioc’h-tu dré ann holl zôriou, hî a choumaz enn hé sâ dirâg ar roué, el léac’h ma oa azézet war hé drôn, gwisket gan̄d hé ziḻad roué, skéduz gan̄d ann aour ha gan̄d ar vein talvouduz-brâz, hag hén̄ spoun̄tuz da wélout.
10. P’en dôe-hén̄ savet hé benn, é tiskouézaz frouden hé galoun é lugern hé zaoulagad ; hag ar rouanez a fataz ; hag hé dremm ô véza deûet da véza droulivet, é lézaz hé fenn da gouéza war hé flac’h.
11. Ha Doué a drôaz kaloun ar roué, hag a habaskaaz anézhan̄ ; ha râk-tâl é tilammaz diwar hé drôn, hag hén̄ nec’het, hag oc’h harpa anézhi enn hé zivrec’h, kén na ziabafaz, é likaoué anézhi, ô lavarout :
12. Pétrâ éc’h eûs-té, Ester ? Mé eo da vreûr ; n’az péz két a aoun.
13. Na varvi ket : râg al lézen-zé né két bét gréat évid-od, hôgen évid ar ré all holl.
14. Tosta éta ha stok out va gwalen-roué.
15. Hag ével ma tavé-hî, ar roué a géméraz hé walen-roué aour, hag é lékéaz anezhî war hé gouzouk, hag é pokaz d’ézhi, hag é lavaraz : Pérâk na gomzez-té két ?
16. Hag hî a lavaraz : Da wélet em eûz, aotrou, ével eunn éal Doué, ha va c’haloun a zô bet reûstlet gan̄d ar spoun̄t râk da c’hloar.
17. Râg estlamuz-brâz oud, Aotrou, ha da zremm a zô kaer-meûrbéd.
18. O komza ével-sé, é fataz adarré, hag é oé daré d’ézhi choum divuez.
19. Hôgen ar roué a oé strafiḻet-brâz, hag hé holl vinistred a zic’hlac’haré anézhi.
1. Ar roué brâz Artaksersez, péhini a rén adaleg ann India bétég ann Étiopia, war zeiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t, d’ann duged ha d’ar brin̄sed a zô dindân hor béli, salut.
2. Kalz a dûd ô wall-ôber eûz a vadélez ar brin̄sed, hag eûz ann énor hô deûz gréat d’ézhô, a zeû d’en em rei d’ar balc’hder :
3. Ha né kéd awalc’h d’ézhô béza strivet da waska war wisien ar rouéed ; hôgen na hellon̄t két gouzan̄vi ar c’hloar a zô bét rôet d’ézhô, hag éc’h aozon̄t spiou oud ar ré hô deûz hé rôet d’ézhô.
4. Ne kéd awalc’h d’ézhô dizanaout ar mâd a zô bét gréat d’ezhô, ha terri enn-hô hô-unan gwir ann habaskded, hôgen hî a wenn ivé é hellin̄t tec’hout diouc’h barn Doué péhini a wél pép trâ.
5. Hô diboell a zâv enn hevélep doaré ma lékéon̄t hô striv évit kolla gan̄d hô gevier hag hô ijinou, ar ré a zalc’h ervâd ar c’harg a zô fisiet enn-hô, hag a zellez béza meûlet gan̄d ann holl é kémen̄d a réon̄t,
6. O touella gan̄d hô zrôidellérez skouarn vâd ar brin̄sed, péré a zô douget anézhô hô-unan da ôber stâd eûz ar ré all.
7. Kémen̄t-sé a gaveur da wîr enn historiou kôz ; ha bemdez é wéleur c’hoaz pénaoz plégou mâd ar rouéed a véz distéréet gan̄t gwall-lavariou.
8. Râk-sé eo réd lakaad ar péoc’h enn holl brovin̄sou.
9. Ma c’hourc’hémennomp traou dishén̄vel, na dleit két menna é teûfé kémen̄t-sé eûz a skan̄vder hor spéred ; hôgen pénaoz é réomp hor c’hémennou évit talvoudégez ann holl, hervez ann dishévélédigez hag ar rédi eûz ann amzeriou.
10. Hag évit ma poellot skleroc’h ar péz a lévéromp ; nî hor bôa digéméret-mâd étrezég enn-omp Aman, mâb Amadat, Masédoniad a galoun hag a vrôad, diavésiad é-kén̄ver goâd ar Bersied, péhini eo bét fellet d’ézhan̄ saotra hor c’hun̄vélez gan̄t hé grisder :
11. Ha goudé ma hon eûz rôet d’ézhan̄ eunn arouéz ker brâz eûz hor grâd-vâd ma hon eûz hé c’halvet hon tâd, ha ma eo bét azeûlet ével ann eil goudé ar roué ;
12. Eo bét savet da véza kenn her, ma eo bét strivet gan̄t-han̄ tenna digan-é-omp ar rouan̄télez hag ar vuez.
13. Râk lékéat en dôa enn hé benn, gan̄d eur fallagriez névez ha kersé, kâs d’ar marô Mardoché, gan̄t féaldéd ha mâd-ôberiou péhini é vévomp, hag ivé Ester, hor grég hag a rén gan-é-omp, hî hag hé holl bobl.
14. Hag hén a grédé pénaoz goudé béza hô lazet, hag hol lézet hon-unan, é tigazché d’ar Vasédonied rouan̄télez ar Bersied.
15. Hôgen ni hon eûz anavézet pénaoz ar Iuzevien péré a oa bét gwestlet d’ar marô gan̄d ar fallagr-ze, n’hô dôa gréat drouk é-béd ; hôgen pénaoz en em rénon̄t gan̄t lézennou reiz,
16. Ha pénaoz in̄t bugalé ann Doué uc’hel-brâz, holl-c’halloudek ha peûr-baduz, dre drugarez péhini ar rouan̄télez-man̄ a zô bét rôet d’hon tadou ha d’é-omp-ni, hag a zô miret bété vréma.
17. Râk-sé gwézit penaoz al lizéri en deûz kaset enn hon hanô a zô didalvez ;
18. Ha pénaoz enn abek d’ar gwall-zé eo bét krouget é-harz porz kéar Suza, hén̄ hag hé géren̄t ; Doué hé-unan, ha nann nî, ô véza rôet d’ézhan̄ ar péz a oa dléet d’ézhan̄.
19. Hôgen bézet staget enn holl geriou ar c’hémenn a gasomp d’é-oc’h hiriô, évit ma hellô ar Iuzevien mirout hô lézennou.
20. Ha c’houi a skoazellô anézhô, évit ma hellin̄t laza ar ré en em aozé évit rei ar marô d’ézhô ann trizékved deiz eûz ann daouzékred mîz, hanvet Adar.
21. Râg ann Doué holl-c’halloudek en deûz trôet é lévénez ann deiz-zé a gaon̄ hag a zaérou.
22. Rak-sé é lékéot ann deiz-sé é-touez ann deisiou goél, hag é lidot anézhan̄ gan̄t pép lévénez, évit ma vézô gwézet enn amzer da zon̄t,
23. Pénaoz ar ré holl a zen̄t ervâd oud ar Bersied, hô deûz gôbr diouc’h hô féalded ; ha pénaoz ar ré a zao a-énep hô rouan̄télez, a gâv ar marô hervez hô gwall.
24. Mar bez eur brovin̄s pé eur géar-bennâg, ha na fellô két d’ézhi en em rei d’al lîd-zé, ra vézô disman̄tret gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann tân, ha ra vézô kaset-da-get, enn hévélep doaré ma vézô dinésauz da-vikenn, nann hép-kén d’ann dûd, hôgen ivé d’al loéned, évit skouér eûz ar péz a zô dléet d’ar ré a zô disprizuz ha dizen̄t.