Mont d’an endalc’had

Bibl/Levr Job

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 613-647)



LEVR JOB.


————


I. PENNAD.


Doué a aotré d’ann diaoul tempti Job.


1. Béz’ éz oa eunn den é brô Hus, hanvet Job ; hag ann dén-zé a oa eeun ha reiz ; hag hen̄ a zoujé Doué, hag a dec’hé diouc’h ann drouk.

2. Ganet é oé d’ézhan̄ seiz mâb, ha teir merc’h.

3. Hag hén̄ en dôa enn hé gers seiz mil dan̄vad, ha tri mil kan̄val, ha pemp kan̄t koublad éjenned, ha pemp kan̄t azénez ; ha c’hoaz kalz a vévellou. Hag hén̄ a oa eunn dén brudet-brâz é-touez ré ar sâv-héol.

4. Hag hé vipien a iéa, hag a réa banvez enn hô ziez, pép-hini d’hé zeiz, hag hî a gasé da dî hô c’hoarézed évit hô fédi da zon̄t da zibri ha da éva gan̄t-hô.

5. Ha p’hô dôa gréat ann deisiou banvez-zé pép-hini d’hé zeiz, Job a gasé étrézég enn-hô, hag a zan̄télé anézhô ; hag ô sével diouc’h ar min̄tin, é kennigé sakrifisou-losk évit pép hini anézhô. Râg hén̄ a lavaré : Martézé hô deûz péc’het va mipien, ha n’hô deûz két benniget Doué enn hô c’haloun. Ével-sé é réa Job bemdez.

6. Eunn deiz a oé é savaz ann élez (M) mipien Doué, dirâg ann Aotrou, ha Satan a iéaz ivé enn hô zouez.

7. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : A béléac’h é teûez-té ? Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Trô ann douar em eûz gréat, ha kerzet em eûz eûz ann eil penn d’égilé anézhan̄.

8. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Ha n’éc’h eûz-té két sellet out Job, va servicher, out péhini n’eûz dén é-béd hén̄vel war ann douar, dén eeun ha reiz, hag a zouj Doué, hag a dec’h diouc’h ann drouk ?

9. Ha Satan a respoun̄taz hag a lavaraz : Hag enn-aner eo é touj Doué Job ?

10. Ha n’éc’h eûz-té két kaéet trô-war-drô d’ézhan̄, ha d’hé dî, ha d’hé holl drâ ? Ha n’éc’h eûz-té két benniget ôberiou hé zaouarn, ha kémen̄d en deûz ha na gresk-hén̄ két war ann douar ?

11. Hôgen astenn eunn nébeût da zourn, ha skô war gémen̄t a zô d’ézhan̄, hag é wéli ma na villigô két ac’hanod dira-z-oud.

12. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan : Chétu kémen̄d a zô d’ézhan̄ a zô enn da zourn ; hôgen na astenni két da zourn war-n-ézhan̄. Ha Satan a iéaz-kuît eûz a zirâg ann Aotrou.

13. Hôgen eunn deiz a oé, pa édô mipien ha merc’hed Job ô tibri hag oc’h éva gwîn é-tî hô breûr héna,

14. É teûaz eur c’hannad da gavout Job, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ann éjenned a aré, hag ann azénézed a beûré enn hô c’hichen,

15. Hag ar Sabéed a zô en em strin̄ket war-n-ézhô, hag hô deûz hô skrapet holl ; ar baotred hô deûz lazet gan̄d ar c’hlézé, ha n’eûz tec’het néméd-oun évid hé rei da anaout d’id.

16. Pa gomzé c’hoaz hé-man̄, é teûaz eunn all hag a lavaraz : Tân Doué a zô kouézet eûz ann én̄v, hag en deûz dévet ann dén̄ved hag ar baotred, ha n’eûz tec’het néméd-oun évid hé rei da anaout d’id.

17. Pa gomzé c’hoaz hé-man̄, é teûaz eunn all nag a lavaraz : Ar C’haldéed hô deûz gréat teir ban̄den, hag a zô en em daolet war ar gan̄valed, hag hô deûz hô skrapet ; ar baotred hô deûz ivé lazet gan̄d ar c’hlézé, ha n’eûz tec’het néméd-oun évid hé rei da anaout d’id.

18. Pa gomzé c’hoaz hé-man̄, é teûaz eunn all hag a lavaraz : Pa edô da vipien ha da verc’hed ô tibri hag oc’h eva gwîn é-tî hô breûr hena,

19. Eunn avel gré-meûrbéd a zô savet enn eunn taol eûz ann distrô, hag en deûz skôet out pévar c’horn ann tî, a zô bét diskaret, hag en deûz flastret da vugalé, péré a zô marô ; ha n’eûz tec’het néméd-oun evid hé rei da anaout d’id.

20. Neûzé é savaz Job, hag é rogaz hé ziḻad, ha goudé béza touzet hé benn, en em daolaz d’ann douar, hag éc’h azeûlaz,

21. Hag é lavaraz : Noaz ounn deûet eûz a gôv va mamm, ha noaz é tistrôinn dî ; ann Aotrou en dôa rôet, ann Aotrou en deûz tennet ; ével ma eo plijet gan̄d ann Aotrou, eo bét c’hoarvézet ; ra vézô benniget hanô ann Aotrou.

22. É kémen̄t-sé na béc’haz két Job gan̄d hé vuzellou, ha na lavaraz nétrâ a zireiz a-énep Doué.


————


II. PENNAD.


Eur gouli brâz a zâv war gorf Job. Hé c’hrég a heskin anézhan̄.


1. Hôgen eunn deiz a oé é savaz ann élez, mipien Doué, dirâg ann Aotrou, ha Satan a ieaz ivé enn hô zouez, hag a zavaz dira z-han̄.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : A béléac’h é teûez-té ? Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Trô ann douar em eûz gréat, ha kerzet em eûz eûz ann eil penn d’égilé anézhan̄.

3. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan : Ha n’éc’h eûz-té két sellet out Job va servicher, out péhini n’eûz dén é-béd hén̄vel war ann douar, dén eeun, ha reiz, hag a zouj Doué, hag a dec’h diouc’h ann drouk, hag a zô c’hoaz dinam, pétrâ bennâg ma éc’h eûz va lékéat da zével enn hé énep, ha da c’hlac’hari anézhan̄ enn-aner.

4. Ha Satan a respoun̄taz hag a lavaraz : Kroc’hen évit kroc’hen, ha kémen̄d en deûz ann dén, a rôi évid hé vuez.

5. Hôgen astenn da zourn, ha skô war hé eskern ha war hé gîk, ha neûzé é wéli ma na villigô két ac’hanod dira-z-oud.

6. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan : Chétu éma enn da zourn ; hôgen mir hé vuez d’ézhan̄.

7. Ha Satan ô véza éat-kuît eûz a zirâg ann Aotrou, a lékéaz da zével war Job eur gouli ar gwasa, adalek plan̄tou hé dreid beté kern hé benn :

8. Hag hé-man̄ azézet war eur bern teil, a denn gan̄d eunn darbôd al lin-brein eûz hé c’houli.

9. Neûzé hé c’hrég a lavaraz d’ézhan̄ : Ha c’hoaz é choumez enn da éeunder ? Millig Doué, ha marv.

10. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhi : Komza a réz ével eur vaouez diskian̄t. Ma hon eûz digéméret ar mâd eûz a zourn Doué, pérâk na zigémerfemp két ivé ann drouk ? É kémen̄t-sé na béc’haz ket Job gan̄d hé vuzellou.

11. Hôgen trî miñoun da Job ô véza klevet ann holl zroug a oa c’hoarvézet gan̄t-han̄, a zeûaz pep-hini eûz hé leac’h, Élifaz ann Témaniad, ha Baldad ar Sichiad, ha Safar ann Naamatiad. Râg en em glevet é oan̄t évit don̄t kévret d’hé wélout, ha d’hé zic’hlac’hari.

12. Ha pa zafchon̄t a bell hô daoulagad, na anavézchon̄t két anézhan̄, hag enn eur c’harmi en em lékéjon̄t da wéla ; hag ô véza roget hô diḻad, é taolchon̄t poultr enn éar évit kouéza war hô fenn.

13. Hag hî a choumaz azézet gan̄t-han̄ war ann douar a-héd seiz dervez ha seiz nôzvez, hag hini na lavaré gér out-han̄ : Râg hî a wélé pénaoz hé c’hlac’har a oa brâz-meûrbed.


————


III. PENNAD.


Job a villig ann deiz é péhini eo bét ganet.


1. Goudé-zé Job a zigoraz hé c’hénou, hag a villigaz ann deiz ma oé ganet (M),

2. Hag a lavaraz :

3. R’az ai-da-gét ann deiz é péhini ounn bét ganet, hag ann nôz é péhini eo bét lavaret : En̄géhen̄tet eo bét eunn dén.

4. Ra vézô trôet ann deiz-zé é tévalien, na vézô két sellet mui out-han̄ gan̄t ann Aotrou eûz ann néac’h, ha na vézô két skleréet gan̄d ar goulou (M).

5. Ra vézô tévaléet gan̄d ann amc’houlou, ha gan̄t skeûd ar marô, ra zeûi war-n-ézhan̄ eul latar, ha ra vézô kelc’hiet gan̄t c’houervder.

6. Ra vézô eur gourven̄ten déval war ann nôz-zé, na vézô ket lékéat é-touez deisiou ar bloaz, na nivéret é-touez ar misiou.

7. Ra vézô ann nôzvez-zé hé-unan, ha dizellézek a veûleûdi.

8. Ra vézô milliget gan̄d ar ré a villig ann deiz, gan̄d ar ré a zô daré da zigas Léviatan.

9. Ra vézô tévaléet ar stéred gan̄d hé latar, ra c’hédô ar goulou ha n’her gwélô két, ken-nébeût ha goulou-deiz pa zâv :

10. O véza n’é deûz két serret dôr ar c’hôv en deûz va douget, ha n’é deûz ket distrôet ann drouk diouc’h va daoulagad.

11. Pérâk n’ounn-mé két marô é kôf va mamm, pérâk n’ounn-mé két tréménet kerken̄t ha ma ounn deûet er méaz anézhan̄ ?

12. Pérâg ounn-mé bét digéméret war ar varlen ? Pérâg ounn-mé bét maget gan̄t léaz ann divroun ?

13. Râk bréma é kouskfenn sioul, hag éc’h éhanfenn em c’housk,

14. Gan̄t rouéed ha kuzulierien ann douar, péré a zâv évit-hô lec’hiou distrô ;

15. Pé gan̄d ar brin̄sed, péré hô deûz aour, hag a laka leiz hô zî a arc’han̄t :

16. Pé ével eur sioc’han kuzet na vijenn két béô, pé ével ar ré a zô bét en̄géhen̄tet ha n’hô deûz két gwélet ann deiz.

17. Enô eo hô deûz ar ré fallagr éhanet da ôber trouz, énô eo hô deûz ar ré a oa skuiz arzaoet gan̄d hô labour.

18. Enô ar ré a oa bét chadennet kévret n’hô deûz mui droug é-béd, ha na glevon̄t mui mouéz hô heskiner.

19. Enô éma bihan ha brâz ; hag ar sklâv a zô dieûbet diouc’h hé vestr.

20. Pérâg ef-hen̄ bét rôet ar goulou d’ann dén reûzeûdik, hag ar vuez d’ar ré a zô é c’houervder ar galoun ?

21. Péré a chortoz ar marô ha na zeû két, hag a zô ével pa doulfen̄t évit klask eunn ten̄zor ;

22. Ha péré a zô laouen-brâz, pa hô deûz kavet ar béz.

23. Pérâg eo bét rôet ar goulou da eunn dén a zô kuzet hé hen̄t, hag en deûz Doué gôlôet a dévalien ?

24. Abarz ma tebrann éc’h huanadann : ha va garmou a zô ével douréier dic’hlannet :

25. Râg ar péz a réa aoun d’in a zô deûet d’in, hag ar péz a spoun̄té ac’hanoun a zô c’hoarvézet gan-én̄.

26. Ha n’ounn mé két bét sioul ? Ha n’ounn-mé két bét tavédek ? Ha n’ounn-mé két bét habask ? Ha koulskoudé eo kouézet ar frouden war-n-oun.


————


IV. PENNAD.


Élifaz a damall Job diwar benn hé glemmou.


1. Neûzé Élifaz, ann Témaniad, a gomzaz, hag a lavaraz :

2. Mar teûomp da gomza ouz-id, é vézô martezé droug gan-éz ; hôgen piou a helfé derc’hel hé lavar ?

3. Chétu té éc’h eûz desket meûr a hini, hag éc’h eûz kréveet ann daouarn skuîz :

4. Ar ré a horellé hô deûz skoazellet da lavariou, hag ann daoulin a gréné éc’h eûz kréveet.

5. Hôgen bréma é kouéz war-n-oud ar gouli, hag é tigalounékéez ; skôet oud gan̄t-han̄, hag oud reûstlet.

6. Péléac’h éma da zoujan̄s, da ners, da habaskded, ha klôkder da hen̄chou ?

7. Laka évez, me az péd, piou eo ann dén dinam a zô bét kollet ? Pé peûr eo bét kaset-da-gét ann dûd reiz !

8. Ha na wélann-mé két ken̄toc’h pénaoz ar re a ra fallagriez, a hâd ann drougou, hag a véd anézhô,

9. A zô diskaret gan̄t c’houézaden Doué, ha dispennet gan̄t kourven̄ten hé vuanégéz :

10. Iudérez al léon, ha mouéz al léonez a zô bét mouget, ha den̄t al léonédigou a zô bét brévet.

11. Ann tigr a zô marô, ô véza n’en dôa két a breiz, hag al léonédigou a zô bét kaset-da-gét.

12. Koulskoudé eur gér kuzet a zô bét lavaret d’in, ha va skouarn é deûz, ével é-tuôni, digéméret ann trouz anézhan̄.

13. É heûz gwélédigez ann nôz, pa zeû ann dén da vôrédi kaléta gan̄d ar chousk,

14. Ar spoun̄t hag ar c’hrén a grogaz enn-oun, hag ann aoun a rédaz dré va holl eskern.

15. Ha p’az éaz eur spéred é-biou d’in, é savaz sounn va bléô em penn. (T).

16. Eunn dén a wéliz, ha na anavézenn két anézhan̄, pétrâ bennâg ma oa dirâk va daoulagad ; hag é kleviz eur vouéz ével eur c’houéz c’houék :

17. Ann dén hag hén̄ a grédô en em zidamallout, oc’h en em hévélébékaat oud Doué ; ha glanoc’h é vézô-hén̄ égéd hé grouer ?

18. Ar ré zô-kén a zerviché anézhan̄ n’in̄t két bét stard ; hag enn hé élez en deûz kavet direiz.

19. Pégémen̄t ouc’h-penn ar ré a choum é tiez prî, péré hô deûz eunn diazez prî, a vézô kriñet ével gan̄t ar pren̄ved ?

20. Eûz ar min̄tin d’ar pardaez é vézin̄t dispennet ; hag ô véza n’en deûz hini anézhô a boell, éz ain̄t-da-gét da-vikenn.

21. Hôgen ar ré a zô choumet war hô lerc’h, a vézô tennet diout-hô ; mervel a rain̄t, ha na varvin̄t két er furnez.


————


V. PENNAD.


Élifaz a erbéd Job da c’houlenn skoazel Doué gan̄d ar binijen.


1. Galv éta, ma éz eûz unan-bennâg hag a respoun̄tô d’id, ha trô oud unan-bennâg eûz ar zen̄t.

2. Évit-gwir ar vuanégez a lâz ar ré ziboell, hag ann érez a lâz ar spérédou bihan.

3. Gwélet em eûz ann dén diboell stard war hé c’hrisiou, ha râk-tâl em eûz milliget hé skéd.

4. Hé vipien a vézô pelléet diouc’h hô dieûb, brévet é vézin̄t é-tâl ar porz, ha na vézô dén évid hô zenna alesé.

5. Ann naounek a zebrô hé éd, ar brézéliad a skrapô anézhan̄, hag ar zéc’hédik a évô hé vadou.

6. Nétrâ na c’hoarvez héb abek er béd, hag ar c’hloaz na zeû két eûz ann douar.

7. Ann dén a zô ganet évit laboura, ével ann evn évit nija.

8. Râk-sé é pédinn ann Aotrou, hag é komzinn oud Doué,

9. Péhini a ra traou brâz ha dreist pép skian̄t, traou burzuduz ha dreist pép niver ;

10. Péhini a rô glaô war c’horré ann douar, hag a fenn ann douréier dré ar béd holl ;

11. Péhini a uc’héla ar ré a oa izéléet, hag a zic’hlac’har ar ré a oa enn doan ;

12. Péhini a gâs-da-gét ménosiou ar re fallagr, gan̄d aoun na helché hô daouarn peûr-ôber ar péz hô dôa déraouet ;

13. Péhini a douell ar ré fûr enn hô furnez hô-unan, hag a ziskar ménosiou ar ré fallagr.

14. É-kreiz ann deiz é kavin̄t ann devalien, ha da grésteiz éz ain̄t a-dastourn ével da han̄ter-nôz.

15. Hôgen Doué a zieûbô ann ézommek eûz a glézé hô génou, hag ar paour eûz a ziboell hô daouarn.

16. Hag ann ézommek na vézô két dic’héd, hag ar fallagriez a zerrô hé génou.

17. Gwenvidig eo ann dén a zô kastizet gan̄d Doué. Na zistol két éta kastiz ann Aotrou :

18. Râg hén̄ eo a c’hlâz, hag hén̄ a wella ; hen̄ eo a skô, hag hé zourn a iac’ha.

19. Goudé c’houéac’h en̄krez é tieûbô ac’hanod, hag er seizved ann drouk n’az tizô két.

20. Enn naounégez az tennô eûz ar marô, hag er brézel eûz a daol ar c’hlézé.

21. Diouc’h gwalen ann téôd é vézi kuzet, ha mar teû ar reûz, n’az pézô két a aoun ra-z-han̄.

22. Er man̄tr hag enn naounégez é c’hoarzi, ha n’az pezô kéd a aoun râk loéned ann douar.

23. Hôgen unvaniez a vézô étré té ha mein ar parkéier, ha loéned ann douar a vézô hakask enn da gén̄ver.

24. Té a wélô ar péoc’h dindân da delt, hag oc’h emwélout da dûd, na béc’hi két,

25. Té a wélô ivé da wenn ô paotta, ha da nésted ô kreski ével géot ann douar.

26. Leûn a vadou éz î er béz, ével eur bern éd a zô dastumet enn hé amzer.

27. Chétu eo gwîr ar péz hon eûz lararet d’id : Sélaou-hén̄, hag én̄vor anézhan̄.


————


VI. PENNAD.


Job a rébech d’hê viñouned ar gaou eûz hô zamall.


1. Hôgen Job a respoun̄taz, hag a lavaraz :

2. A ioul é vé lékéat enn eur valan̄s ar béc’héjou dré béré em eûz dellézet buanégez Doué, hag ar boan a c’houzan̄vann.

3. Pounnéroc’h é vé ar ré-man̄ égét tréaz ar môr ; râk-sé va gériou a zô leûn a c’hlac’har :

4. Râk saésiou ann Aotrou a zô san̄ket enn-oun, hô drougiez a hesk va spéred, hag ar spoun̄t râg ann Aotrou a stourm ouz-in.

5. Ann azen gouez hag hén̄ a vreûg pa en deûz géot ? Pé ann éjenn hag hén̄ a vlej, mar d-éma dirâg eul laouer leûn ?

6. Ha béz’ é helleur dibri eunn dra divlaz, ha n’eûz két a c’hoalen enn-han̄ ? Ha béz’ é hell eur ré tan̄va ar péz a laka da vervel ann hini a dan̄v anézhan̄ ?

7. Ar péz né fellé két d’in steki out-han̄ ken̄t, a zebrann bréma em an̄ken.

8. Piou a lakai ma teûi d’in va goulenn, ha ma aotréô d’in Doué ar péz a c’hédann ?

9. Ével ma en deûz déraouet, ra beûr-vrévô ac’hanoun ; ra lézô hé zourn da von̄t, ha ra skéjô ac’hanoun.

10. Ha ra vézô ann dizoan-zé d’in, er poaniou a béré é c’hlac’harô ac’hanoun, na énébinn két out lavariou ann hini a zô san̄tel.

11. Râk pétrâ eo va ners, évit ma hellinn harza ? Pé pétrâ eo va divez, évit ma virinn ann habaskded ?

12. Va ners né két ners ar vein, ha va c’hîk ne két a arem.

13. Chétu n’em eûz skoazel é-béd enn-oun va-unan, ha va miñouned hô-unan a zô tec’het diouz-in.

14. Ann hini n’en deûz kéd a druez oud hé viñoun, en deûz kollet doujan̄s ann Aotrou.

15. Va breûdeûr a zô tréménet é-biou d’in, ével eur froud a réd buhan enn traon̄iennou.

16. Ar ré hô deûz aoun râg ar réô, a vézô gwasket gan̄d ann erc’h.

17. Enn amzer é péhini en em lakain̄t da rédek, é teûin̄t-da-gét ; ha pa zeûi da véza tomm, é vézin̄t distaget eûz hô léac’h.

18. Trôidelluz eo hô raven̄chou ; war ar goullô é kerzin̄t, hag é vézin̄t kaset-da-gét.

19. Likid évez out raven̄chou Téma, hag oud hen̄chou Saba, ha gortozit eunn nébeût.

20. Méz hô deûz, ô véza ma em eûz gédet : deûet in̄t koulskoudé étrézég enn-oun hag in̄t bét gôlôed a véz.

21. Bréma oc’h deûet ; ha kerken̄t ha ma hoc’h eûz gwélet va gouli, oc’h bét spoun̄tet.

22. Ha lavaret em eûz-mé : Digasit, ha rôit d’in lôd eûz hô madou ?

23. Pé, dieûbit ac’hanoun eûz a zourn va énébour, ha tennit ac’hanoun eûz a zourn ar ré gré ?

24. Deskit ac’hanoun, hag é tavinn ; ha ma éz eûz eunn dra ha na ouzoun két, rôit hén̄ da anaout d’in.

25. Pérâk hoc’h eûs-hu drouk-komzet diwar-benn lavariou a wirionez, pa n’eûz hini ac’hanoc’h a gémen̄t a helfé va zamallout ?

26. Na strivit enn hô lavariou néméd da glask tamallou, hag hô kériou a ia gan̄d ann avel.

27. En em deûrel a rît war eunn emzivad, hâ c’houi a laka hô striv da vréva hô miñoun.

28. Hôgen peûr-c’hrit ar péz hoc’h eûz déraouet ; rôit skouarn d’in, ha gwélit ma lavarann gevier.

29. Respoun̄tit, mé hô péd, hép dael ; hag enn eur gomza, barnit hervez ar reiz.

30. Ha na géfot két a fallagriez war va zéôd, nag a ziboell em génou.


————


VII. PENNAD.


Job a laka dirâg ann Aotrou hé reûz hag hé zinerzded.


1. Buez ann dén war ann douar a zô eur brézel peûr-bâduz ; hag hé zeisiou ével deisiou eûr gôpraer.

2. Ével ma ioul eûr sklav ann dishéol, hag ével ma c’héd ar gôpraer divez hé labour ;

3. Ével-sé em eûz bét misiou goullô, hag em eûz nivéret nôzvésiou poaniuz.

4. Mar teûann da gouska, é lavarann : Peûr é savinn ? Ha c’hoaz é c’hédann ar pardaez, hag é vézinn leûn a c’hlac’har bétég ann nôz.

5. Va c’hîg a zô gôlôet a vreinadurez, ha gan̄d eur poultr louz ; va c’hroc’hen a zô dizec’het ha roufennet.

6. Va deisiou a zô tréménet buanoc’h égéd ann neûden a drouc’h ar gwiader el lien ; hag hi a zô éat é-biou hép géd é-béd.

7. Az péz koun pénaoz va buez n’eo néméd eur c’houézaden, ha pénaoz na zistrôi ket va lagad d’ar mâd hiviziken.

8. Al lagad en deûz va gwélet, n’am gwélô mui : da zaoulagad a zô deûet war-n-oun, ha na vézinn mui.

9. Ével ma trémen eur goabren ha ma’z â da-gét ; ével-sé néb a ziskennô er béz na biñô mui.

10. Na zistrôiô mui d’hé di, ha né vézô mui anavézet el léach ma’z édô. (T).

11. Râk-sé na davinn két va génou, komza a rinn é glac’har va spéred ; prézégi a rinn é c’houervder va éné.

12. Hag eur môr ounn-mé, pé eur môr-varc’h, ma éc’h eûz va zerret enn eur vac’h ?

13. Ma lavarann : Va gwélé am zic’hlac’harô, hag ô komza enn-oun va-unan é tiskuizinn war ar fléd :

14. Té a spoun̄tô ac’hanoun gan̄d huvréou, hag a strafiḻô ac’hanoun gan̄t gwélédigésiou heûzuz.

15. Râk-sé é vé gwella ar moug gan̄t va spéred, hag ar marô gan̄t va eskern.

16. Na c’hédann mui béva hiviziken : az péz truez ouz-in, râg ével nétrâ eo va deisiou.

17. Pétrâ eo ann dén, évit ma teûfez d’hé uc’hélaat ? Ha pérâg é lékéez-té da galoun war-n-ézhan̄ ?

18. Don̄t a réz d’hé gavout diouc’h ar min̄tin (T), ha râk-tâl ec’h arnodez anézhan̄ :

19. Bété pégeit na esperni-dé két ac’hanoun, ha n’am lézi-dé két da loun̄ka va halan ?

20. Péc’het em eûz, pétrâ a rinn-me enn da gén̄ver, ô mirer ann dûd ? Pérâg éc’h eûs-té va lékéat da énébour d’id, hag ounn-mé deûet da véza eur béac’h d’in va-unan ?

21. Pérâk na dennez-té két va féc’hed, ha pérâk na lamez-té két va fallagriéz ? Chétu abars néheût é kouskinn er poultr ; ha mar klaskez ac’hanoun diouc’h ar beûré, na vézinn mui.


————


VIII. PENNAD.


Baldad a damall Job, hag a ziskouéz d’ézhan̄ hé c’hlac’har da gastiz.


1. Neûzé Baldad, ar Suhiad, a respoun̄taz, hag a lavaraz :

2. Bété pégeit é komzi-té ével sé, hag é vézô gériou da c’hénou ével eunn avel gré ?

3. Ha Doué a falla varn (M) ? Ha diskara a ra ann Holl-c’halloudek ar péz a zô reiz ?

4. Pétrâ-bennâg ma hô deûz péc’het da vipien enn hé énep, ha ma en deûz hô dilézet enn abek d’hô fallagriez ;

5. Koulskoudé mar savez diouc’h ar min̄tin étrézé Doué, ha mar pédez ann Holl-c’halloudek ;

6. Mar kerzez er glanded hag er reizded, é tihunô râk-tâl, hag éz ai étrézég enn-oud, hag é lakai ar péoc’h enn da dî reiz :

7. Enn hévélep doaré, mar d-eo bet dister da wélout da stad gen̄ta, da stad divéza a vézô brâz-meûrbed (M).

8. Râg goulenn oud ar rummou ken̄t, hag en̄klask gan̄t préder é én̄vor hon tadou.

9.(Râg abaoué déac’h omp ganet (T), ha na ouzomp nétrâ, ô véza ma trémen hon deisiou ével eur skeûd war ann douar.)

10. Hag hi a zeskô ac’hanod ; komza a rain̄t ouz-id, hag é tisklerien̄t d’id ménosiou hô c’haloun.

11. Ha béz’ é hell glazvézi ar broenn hép glébor ? Pé sével ann hesk hép dour ?

12. Pa éma c’hoaz enn hé vleûn̄, hép ma lékéeur ann dourn war-n-ézhan̄, é tizec’h ken̄toc’h égéd ar géot all.

13. Ével-sé éma hen̄chou ar ré a an̄kounac’ha Doué, ha géd ann orbidour a ielô-da gét.

14. Hé ziboell a zisplijô d’ézhan̄ hé-unan, hag hé fisian̄s a vézô ével eur gwiad kefnid.

19. En em harpa a rai war hé dî, ha na vézô két stard ; hé skôra a rai, ha na choumô két enn hé zâ.

16. Doaré leiz en deûz abarz ma teû ann héol, ha kerken̄t ha ma sâv, é teû hé gellid er-méaz.

17. Enn eur bern mein é kresk hé c’hrisiou, hag é-touez ar bili en em stardon̄t.

18. Ma hé zic’hrisienneur eûz hé léac’h, hé-man̄ a zinac’hô anézhan̄, hag a lavarô : N’az anavézann két.

19. Lévénez hé hen̄t, eo ma savô c’hoaz ré all eûz ann douar.

20. Doué na zistolô két ann dén eeun, ha na astennô két hé zourn d’ar ré fallagr,

21. Kén na vézô da c’hénou leûn a c’hoarz, ha da vuzellou leûn a lévénez.

22. Ar ré a gaséé ac’hanod a vézô gôlôet a véz ; ha telt ar ré fallagr a vézô diskaret.


————


IX. PENNAD.


Job a anavez galloud Doué. En em vuélaad a ra dira-z-han̄.


1. Ha Job a respoun̄taz hag a lavaraz :

2. Gouzoud a rann ervad pénaoz eo gwîr kémen̄t-sé, ha pénaoz né két reiz ann dén, ma hen hévélébékéeur oud Doué.

3. Mar fell d’ézhan̄ striva out-han̄, na hellô két respoun̄ta eur wéach war vil.

4. Fûr eo a galoun, ha galloudek a ners : piou en deûz énébet out-han̄, hag a zô choumet é péoc’h ?

5. Hén̄ eo a zoug ar ménésiou, hag ar ré a ziskar enn hé frouden n’her gouzon̄t két.

6. Hén̄ eo a fin̄v ann douar eûz al léac’h m’éma, hag a laka hé bostou da gréna.

7. Hén̄ eo a c’hourc’hémenn d’ann héol, hag ann héol na zâv két, ar stéréd a gûz ével dindân ar ziel.

8. Hén̄ eo hé-unan en deûz displéget ann én̄vou, hag a valé war goummou ar môr.

9. Hén̄ eo en deûz gréat stéred Arkturus, hag Orion, hag ann Hiadez, hag ar ré a zô kuzet étrézég ar c’hrésteiz.

10. Hén̄ eo a ra traou brâz, traou a zô enn tû all d’hor spéred (T), traou burzuduz, hag a zô diniver.

11. Mar teû étrézég enn-oun, n’her gwélinn két ; mar pella diouz-in, n’her gwézinn két.

12. Mar gra goulennou enn-eunn-taol, piou a respoun̄tô out-han̄ ? Pé piou a hellô lavarout : Pérâg é réz-té evel-sé ?

13. Doué eo, ha dén na hell énébi oud hé vuanégez ; hag ar ré a zoug ar béd a blég dindân-han̄.

14. Pétrâ ounn-mé éta évit respoun̄ta out-han̄, hag évit komza out-han̄ ?

15. Ha pa vé enn-oun eunn dra-bennâg a reiz, na respoun̄tfenn két ; hôgen hé bédi a rafenn ével va barner.

16. Ha pa en défé sélaouet out va féden, na grédfenn két en défé klevet va mouéz.

17. Râg hén̄ a vrévô ac’hanoun gan̄d eur gourven̄ten, hag é kreskô va gouliou hép ma wézinn zô-kén ann abek.

18. N’am lez két da denna va alan ; ha va c’harga a ra a c’houervder.

19. Mar klaskeur ar galloud enn hé énep, Holl-c’halloudeg eo ; mar klaskeur reizded ar varn, dén na grédfé testénia évid-oun.

20. Mar fell d’in en em zidamallout, va génou a damallô ac’hanoun ; mar fell d’in en em ziskouéza dinam, hén̄ a rôi da wîr pénaoz ounn tamalluz.

21. Ha pa venn eunn dén eeun, va éné n’her gwézché két ; ha gan̄t va buez zô-kén é vijenn inouet.

22. Eunn dra, n’em eûz lavaret kén : Doué a c’hlac’har ann dén reiz ével ann hini direiz.

23. Mar skourjez, ra lazô eur wéach, ha na c’hoarzet két eûz a boaniou ar ré zinam.

24. Ann douar a zô lékéat étré daouarn ann dén fallagr, péhini a c’hôlô dremm hé varnerien ; ma né kéd hén̄, piou éta eo ?

25. Va deisiou a zô éat é-biou buhanoc’h égéd eur réder ; tec’het in̄t, ha n’hô deûs két gwélet ar mâd.

26. Tréménet in̄t ével listri leûn a avalou, ével eunn er en em daol war hé breiz.

27. Ma lavarann : Bikenn na gomzinn ével-sé ; va dremm a drôann ha gan̄d ar boan ounn glac’haret.

28. Mé a gréné é kémen̄t a réann, ô c’houzout pénaoz na espernez két ann hini a béc’h.

29. Goudé-sé mar d-ounn eur fallagr, pérâg em eûz-mé labouret enn-aner ?

30. Ha pa venn bét gwalc’het é dour erc’h, ha pa luc’hfé va daouarn gan̄d ar glanded ;

31. Koulskoudé é tiskouézfez ac’hanoun ével pa venn gôlôet a zaotr ; ha va diḻad a argarzô ac’hanoun.

32. Râk ne kéd oud eunn dén hén̄vel ouz-in é respoun̄tinn, hag é vézinn sélaouet dirâg ar barner ével dirâk va fâr.

33. N’eûz hini a gémen̄t a helché hon tamallout hon-daou, ha lakaad hé zourn étré-z-omp.

34. Ra dennô he walen diwar-n-oun, ha na zeûet két hé spoun̄t da ôber heûz d’in.

35. Neûzé é komzinn, ha n’am bézô két a aoun ra-z-han̄ : râg en̄dra ma ounn er spoun̄t, na hellann lavarout gér é-béd.


————


X. PENNAD.


Job a glemm ouc’h Doué. En em vuélaad a ra dira-z-han̄.


1. Gan̄t va buez eo inouet va éné, en em rei a rinn d’ar c’hlemmou em énep va-unan, komza a rinn é c’houervder va éné.

2. Mé a lavarô da Zoué : Na damall két ac’hanoun ; rô da anaout d’in pérâg é varnez ac’hanoun ével-sé ?

3. Ha mâd é kavchez é vé drouk-komzet diwar va fenn hag é venn gwasket, mé labour da zaouarn ; ha skoazia a rafez kuzul ar ré fallagr ?

4. Ha daoulagad kîg éc’h eûz-té ; pé ha té a wél ével ma wél eunn dén ?

5. Hag hén̄vel eo da zeisiou oud deisiou ann dén, ha da vloavésiou hén̄vel oud hé vloavésiou ;

6. Évit ma klaski va fallagriez, ha ma en̄klaski va féc’hed ?

7. Hag évit ma wézi pénaoz n’em eûz gréat fallagriez é-béd, pa n’eûz dén a gemen̄t a helfé va zenna eûz da zaouarn.

8. Da zaouarn eo hô deûz va gréat, hag hô deûz va doaréet a bép tû : ha té a felfé d’id va c’hâs-da-gét enn-eunn-drô ?

9. Az péz koun, mé az péd, pénaoz éc’h eûz va gréat ével eul léstr pri, ha pénaoz em likii da drei é poultr.

10. Ha n’éc’h eûz-té két va gréat ével léaz livriz, ha n’éc’h eûz-té két va lékéat da galédi ével léaz kaoulet ?

11. Gan̄t kroc’hen ha gan̄t kîk éc’h eûz va gwisket ; gan̄d eskern ha gan̄t nervennou éc’h eûz va frammet :

12. Ar vuez hag ann drugarez éc’h eûz rôet d’in, ha da emwél en deûz miret va spéred.

13. Pétrâ-bennâg ma kuzez kémen̄t-sé enn da galoun, mé a oar koulskoudé pénaoz éc’h eûz koun eûz a bép trâ.

14. Ma em eûz péc’het, ha ma éc’h eûz va espernet kerken̄t, pérâk na fell két d’id é venn bréma glanet eûz va fallagriez ?

15. Ma ounn bét fallagr, gwâ mé ; ha mar d-ounn gwirion, na zavinn két va fenn, ô véza ma ounn leûn a c’hlac’har hag a reûz.

16. Kregi a rî enn-oun ével eul léonez, enn abek d’am balc’hder, hag é tistrôi da heskina ac’hanoun enn eur gwall zoaré.

17. Lakaad a réz da déstou da zével em énep, hag é kreskez da vuanégez war-n-oun, hag ar poaniou a gouéz war-n-oun ével eunn armé.

18. Pérâg éc’h eûz-té va zennet eûz a gôv va mamm ? A-ioul é venn éat-da-gét, ha na venn bét gwélet gan̄t lagad é-béd.

19. Bét é vijenn ével pa na vijenn két bét, digaset eûz a gôv va mamm d’ar béz.

20. Ann nébeûd a zeisiou a choum gan-en ha na dréménin̄t két abarz némeûr ? Va lez éta, évit ma klemminn eunn nébeût em glac’har,

21. Abarz m’az inn hép distrô enn douar tén̄val, gôlôet gan̄d disgwél ar marô ;

22 Douar reûz hag a dévalien, é péhini é choum skeûd ar marô, hag eunn heûz peûr-baduz, hép reiz é-béd.


————


XI. PENNAD.


Sofar a gunuc’h Job é gaou.


1. Hôgen Sofar, ann Naamatiad, a respoun̄taz hag a lavaraz :

2. Ann hini a lavar kémen̄d a draou, ha na zélaouô két ? Hag al labenner a vézô didamallet ?

3. Ha dira-z-oud hép-kén é tavô ann dûd holl ? Ha pa ez pézô gréat goab eûz ar ré all, ha na vézô hini a gémen̄t a faézô ac’hanod ?

4. Râk lavaret éc’h eûz : Glân eo va lavar, ha dinam ounn dira-z-oud.

5. Hag a-ioul ma gomzché Doué ouz-id, ha ma tigorfé hé c’hénou dira-z-oud ;

6. Évit diskouéza d’id ar péz a zô kuzet enn hé furnez hag ann niver brâz eûz hé lézennou ; hag é teûfez da boella pénaoz é c’houlenn nébeûtoc’h digan-éz egét na zellez da fallagriez.

7. Felloud a ra d’id martézé anaout kamméjou Doué ha c’houilia bété klôkder ann Holl-c’halloudek ?

8. Uc’héloc’h eo égéd ann én̄v, pénaoz a ri-dé ? Dounoc’h eo égéd ann ifern, pénaoz é helli hé anaout ?

9. Hé ven̄t a zô brasoc’h égéd ann douar, ha lédanoc’h égéd ar môr.

10. Mar tiskar pép-trâ, pé mar kemmesk kévret pép-trâ, piou a énébô out-han̄ ?

11. Râg hén̄ a anavez gwander ann dûd ; hag ô wélout hô fallagriez, ha na zell-hén̄ két pîz out-hî ?

12. Ann dén gwân a zâv bétég ar balc’hder, hag hén̄ a gréd eo ganet fran̄k ével eunn azénik c’houéz.

13. Hôgen té éc’h eûz kalédet da galoun, hag éc’h eûz astennet da zaouarn étrézég hén̄.

14. Mar pelléez diouz-id ar fallagriez a zô enn da zourn, ha ma na choum két ann direiz enn da delt ;

15. Neûzé c’helli sével da benn hép namm, hag é vézi stard, ha n’az pézô két a aoun.

16. Da reûz zô-kén a an̄kounac’hai, ha n’az pézô koun anézhan̄ néméd ével eûz ann dour az â ébiou.

17. Ha da vuez enn hé bardaez a zavô ével skéd ar c’hrésteiz : ha pa vézi kollet war da vénô, neûzé é savi ével ar wérélaouen.

18. Ann espéran̄s a vézô rôet d’id az kargô a fisian̄s ; eur c’hleûz a rî hag é kouski é péoc’h.

19. Choum a ri é péoc’h, ha dén é-béd na drubuḻô ac’hanod ; ha kalz a dûd az pédô da zelloud a druez out-hô.

20. Hôgen daoulagad ar ré fallagr a fallô, hag hî a vézô dispennet hép ma hellin̄t tec’hout ; hag ar péz a c’héden̄t a vézô argarzet gan̄t hô éne. (M).


————


XII. PENNAD.


Job a ziskouéz furnez ha galloud Doué enn hé ôberiou.


1. Hôgen Job a respoun̄taz hag a lavaraz :

2. N’eûz éta a dûd néméd-hoc’h, hag ar furnez a varvô gan-é-hoc’h ?

3. Skian̄t-vâd em eûz kerkoulz ha c’houi, ha n’ounn két distéroc’h égéd-hoc’h ; râk piou eo ann hini ha na oar két ar péz a ouzoc’h ?

4. Ann hini a zô goapéet gan̄d hé viñoun ével-d-oun a bédô Doué, ha Doué a zélaouô out-han̄ : râg goab a réeur eûz a éeunder ann dén gwirion.

5. Eur c’hleûzeûr eo hag a zô disprizet gan̄d ar ré binvidig, hag a zô aozet évid ar préd merket.

6. Tiez al laéroun a zô leûn, hag hî a zâv ouc’h Doué gan̄d herder, pétrâ-bennâg ma eo hen̄ en deûz lékéat pép trâ étré hô daouarn.

7. Komz oud al léoned, hag é teskin̄t ac’hanod : hag oud evned ann én̄v, hag é ken̄telin̄t ac’hanod.

8. Komz oud ann douar, hag é respoun̄tô d’id ; ha pésked ar môr hen danévellô d’id.

9. Piou ha na oar két pénaoz eo dourn ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-sé ?

10. Enn hé zourn éma éné kémen̄d hini a zô béô, ha kémen̄t spéred a zô é kîk ann dûd.

11. Ar skouarn hag hî na varn két al lavariou, hag ar staon̄ ar vlâz ?

12. Er ré gôz éma ar furnez, hag enn amzer hîr ar poell.

13. Ar furnez hag ann ners a zô é Doué ; hén̄ en deûz ar c’huzul hag ar skian̄t-vâd.

14. Mar diskar, dén na hellô sévél ; mar serr klôz eunn dén, na vézô hini évid digeri d’ézhan̄.

15. Mar dalc’h ann douréier, pép-trâ a vézô dizéc’het ; ma laosk anézhô, é tispennin̄t ann douar.

16. Ann ners hag ar furnez a zô enn-han̄ : hen̄ a anavez ann toueller hag ann dén touellet.

17. Ar guzulierien a gâs enn eur gwall zivez, hag ar varnerien enn abafder.

18. Ar gouriz-klézé a denn d’ar rouéed, hag é laka eur gorden war-drô d’hô dargreiz.

19. Ar véleien a gâs hép gloar, hag é tiskar ar ré vrâz.

20. Trei a ra lavar ar ré wirion, hag é tenn hô gwiziégez digan̄t ar ré gôz.

21. Skuḻa a ra ar vézégez war ar brin̄sed, hag é sâv a-névez ar ré a oa bét gwasket.

22. Diskouéza a ra ar péz a oa kuzet doun enn dévalien, hag é tigas d’ar goulou skeûd ar marô.

23. Kreski a ra é niver ar broâdou, hag é koll anézhô ; ha goudé beza hô dispennet, hô digas adarré ével ma oan̄t.

24. Trei a ra kaloun prin̄sed poblou ann douar, hag é touell anézhô oc’h hô lakaad da gerzout dré vroiou hép hen̄t.

25. Pafala a rain̄t é-kreiz ann dévalien hép goulou, hag é lakai anézhô da horella ével tûd a zô mézô.


————

XIII. PENNAD.


Job a ra hé glemmou da Zoué.


1. Chétu va lagad en deûz gwelet ann traou-zé holl, ha va skouarn é deûz hô c’hlevet, hag hô foellet em eûz holl.

2. Ar péz a ouzoc’h a anavézann ivé, ha n’ounn két distéroc’h égéd-hoc’h.

3. Koulskoudé oud ann Holl-c’halloudek é fell d’in komza, ha striva ouc’h Doué em eûz c’hoan̄t ;

4. Goude béza diskouézet araok pénaoz éz oc’h ôbérourien gévier, hag heûliérien gwall gélennou.

5. Hag a-ioul é tavchac’h, évit ma vec’h kéméret évit tûd fûr.

6. Sélaouit éta va zamall, ha likid évez out barn va muzellou.

7. Ha Doué en deûz ézomm eûz hô kévier, évit ma teûfac’h d’hé zifenni gan̄t geriou touelluz ?

8. Ha c’houi a fell d’é-hoc’h skoazia Doué gan̄d hô kalloud, ha c’houi a laka hô strîv d’hé zidamallout ?

9. Ha kémen̄t-sé a hell héta d’ézhan̄, hén̄ oc’h péhini na hell nétrâ béza kuzet ? Pe touellet é vézô-hén̄ ével eunn dén, gan̄d hô trôidellou ?

10. Hén̄ hé-unan hô tamallô, ô véza ma eo fellet d’é-hoc’h hé skoazia enn disgwél.

11. Kerken̄t ha ma fin̄vô, é saouzanô ac’hanoc’h, hag ar spoun̄t anézhan̄ en em daolô war-n-hoc’h.

12. Ar c’houn ac’hanoc’h a vézô hen̄vel oud al ludu, hag hô pennou a vézô trôet é fan̄k.

13. Tavit eunn nébeût, évit ma livirinn kémen̄d ha ma aliô va spéred d’in.

14. Pérâg é tiframmann-mé va c’hîk gan̄t va den̄t, hag é tougann-mé va ené étré va daouarn ?

15. Ha pa lazfé Doué ac’hanoun, é lakafenn va géd enn-han̄ ; ha koulskoudé é tamalfenn va hen̄chou dira-z-han̄.

16. Hag hén̄ a vézô da Zalver d’in : râk pilpouz é-béd na zeûi dira-z-han̄.

17. Selaouit va frézeg, ha digorit hô tiskouarn d’am lavariou-gôlôet.

18. Ma venn barnet, mé a oar é venn kavet dinam.

19. Piou eo ann hini a fell d’ézhan̄ béza barnet gan-én̄ ? Deûet. Pérâg é venn-mé bévézet dilavar ?

20. Diou zra na c’houlennann kén digan̄-éz, ha goudé-zé na guzinn két a zira-z-od.

21. Pella da zourn diwar-n-oun, ha na spoun̄t két ac’hanoun gan̄d da heûz.

22. Galv ac’hanoun, ha mé a respoun̄tô d’id ; pé mé a gomzô, ha té a respoun̄tô d’in.

23. Péd fallagriez ha péd péc’hed em eûz-mé gréat ? Diskouéz d’in va gwallou ha va faziou.

24. Pérâg é kuzez-té da zremm, hag é sellez-té ouz-in ével da enébour ?

25. Da c’halloud a ziskouézez a-énep eunn delien a zô kaset gan̄d ann avel, war-lerc’h eur gôlôen zéac’h éz éz :

26. Râk traou c’houérô a skrivez em énep, hag é fell d’id va bévézi enn abek da béc’héjou va iaouan̄ktiz.

27. Er c’héfiou éc’h eûz lékéat va zreid, ha va holl wénodennou éc’h eûz arvestet, hag éc’h eûz sellet-pîz out roudou va zreid.

28. Mé péhini a dlé béza bévézet ével eunn dra vrein, hag a dlé don̄t da véza hén̄vel oud diḻad debret gan̄d ann tartouzed.


————


XIV. PENNAD.


Péger berr ha péger reûzeûdik eo (T) buez ann dén war ann douar.


1. Ann dén ganet gan̄d ar c’hrég a vév nébeûd a amzer, hag a zô leûn a reûsiou.

2. Sével a râ ével eur vleûn̄en, hag a zô flastret dindân ann treid kerken̄t ha ma véz digor (M) ; tec’hout a râ ével eur skeûd, ha na choum morsé enn eunn hévélep stâd.

3. Ha té a eûteur digéri da zaoulagad war-n-ézhan̄, hag he lakaad é barn gan-éz ?

4. Piou a hell lakaad glan ann hini a zô ganet eûz a eur wenn dic’hlan ? Ha né két té hép-kén a hell hé ôber ?

5. Deisiou ann dén a zô berr ; niver hé visiou a zô étré da zaouarn ; harzou hé vuez éc’h eûz merket, ha na hell két mon̄d enn tû all.

6. Pella eunn nébeût diout-han̄, évit ma éhanô, bété ma kavô, ével eur gôpraer, ann divez eûz hé boaniou.

7. Géd é deûz ar wézen : mar béz trouc’het, é glazvez c’hoaz, hag hé skourrou a vann adarré.

8. Ha pa vé kôséet hé grisien enn douar, ha pa vé marô hé c’héf er poultr,

9. Diouc’h c’houéz ann dour é vannô, hag hî en em c’hôlôi a zeliou, ével pa eo bét plan̄tet ken̄t.

10. Hôgen ann dén pa eo marô, pa eo digiget ha bévézet, pé léac’h éma, mé az péd ?

11. Ével ma teû ann douréier d’en em denna eûz ar môr, ha ma teû eur ster c’houllô da zizéc’ha :

12. Ével-sé ann dén pa eo kousket, na assavô két, kén na vézô bézévet ann én̄v, na zihunô két, ha na zavô két eûz hé gousk.

13. Piou a aotréô d’in kémen̄t-sé, ma warézi ac’hanoun, ha m’az kuzi enn ifernou, kén na vézô éat da frouden é-biou, ha n’az pézô merket eunn amzer d’in, é péhini éz pézô koun ac’hanoun ?

14. Ha té a venn pénaoz pa eo marô eunn dén, é helfé c’hoaz beva ? Enn holl zeisiou é péré é stourmann bréma, é c’hédann kén na zeûi va c’hemm.

15. Va gervel a rî, ha mé a respoun̄tô d’id ; da labour da zaouarn éc’h astenni da zourn.

16. Nivéret éc’h eûz va c’hamméjou ; hôgen distol d’in va féc’héjou.

17. Va gwallou éc’h eûz merket ével enn eur zac’h ; hôgen va fallagriez éc’h eûz paréet.

18. Eur ménez a gouéz, hag a zô kaset-da-gét ; hag eur roc’h a zô tennet eûz hé léac’h.

19. Ann douréier a doull ar vein, hag ann douar a zô gwastet a-nébeût-é-nébeût gan̄d ann dic’hlann : ével-sé é kollez ann dén.

20. Hé grévéet éc’h eûz évid eunn nébeûd amzer, évit ma trémenché da-vikenn : névézi a ri hé zremm, hag é kasi anézhan̄ er-méaz.

21. Pé é vézô hé vipien er c’hloar, pé é vézin̄t enn dismégan̄s, n’her gwézô két.

22. Koulskoudé hé gik, keit ha ma vévô, a vézô glac’haret, hag hé éné hé-unan a welô war-n-ézhan̄.


————


XV. PENNAD.


Élifaz a lavar pénaoz ar ré fallagr a zô gloazet bépréd er béd-man̄.


1. Hôgen Élifaz, ann Trémaniad, a respoun̄taz hag a lavaraz :

2. Ann dén fûr hag hén̄ a dlé respoun̄ta ével pa gomché oud ann avel, ha leûnia hé galoun a c’hrouez ?

3. Tamallout a réz gan̄d da c’heriou ann hini né két kêvatal d’id ; hag é komzez enn eunn doaré dizéréad.

4. Kémen̄t ha ma hellez, éc’h eûz kaset-da-gét doujan̄s Doué, hag éc’h eûz pelléet ar pédennou a réad dira-z-han̄.

5. Râk da fallagriez é deûz desket da c’hénou, ha té a heûl téôd touérien-Doué.

6. Da c’hénou eo a damallô ac’hanod, ha né két mé ; ha da vuzellou a respoun̄tô d’id.

7. Ha té eo ar c’hen̄ta dén a zô bét krouet, ha gréat oud bét abarz ar c’hrec’hiou ?

8. Ha kuzul Doué éc’h eûz sélaouet, hag hé furnez a vézô distéroc’h égéd da hini ?

9. Pétrâ a c’houzoud-dé, ha na ouzomp két ? Pétrâ a boellez, ha na boellomp két ?

10. Enn hon touez éz eûz tûd-kôz hag hir-hoalet, ha kosoc’h égéd da dadou.

11. Ha diez é vé da Zoué da zic’hlac’hari ? Hôgen da wall c’heriou a vîr out-han̄.

12. Pérâg é sâv da galoun, hag ével pa venfez traou brâz, pérâg ef-hén̄ balc’h da lagad ?

13. Pérâg é stambouc’h da spéréd ouc’h Doué, ma tennez eûz da c’hénou geriou enn doaré-zé ?

14. Pétrâ eo ann dén, évit béza dinam, hag évit béza reiz, pa eo ganet gan̄d ar c’hrég ?

15. Chétu é-touez hé zen̄t n’eûz hini didroûz, hag ann én̄vou n’in̄t két glân dira-z-han̄,

16. Pégen argarzusoc’h, ha péger gwanoc’h eo ann dén, hén̄ péhini a év ar fallagriez ével ann dour.

17. Hé ziskouéza a rinn d’id, sélaou ac’hanoun ; ar péz em eûz gwélet a zanévellinn d’id.

18. Ar ré fûr a embann ar péz a ouzon̄t, ha na guzon̄t két lavar hô zadou,

19. Da béré eo bét rôet ann douar-man̄, hag é-touez péré n’eo bét tréménet diavésiad é-béd.

20. Rôgoni ann dén fallagr a gresk a-zeiz-é-deiz, hag arvaruz eo ann niver eûz a vloavesiou hé zireizded.

21. Trouz ar spoun̄t a zô bépréd enn hé skouarn ; ha pa éma é péoc’h, en deûz aoun bépréd râg ar spiou.

22. Na gréd két é helfé distrei eûz ann dévalien d’ar goulou, ha na wel trô-war-drô néméd klézéier.

23. Pa fin̄v évit klask bara, éc’h anavez pénaoz deiz ann dévalien a zô daré da gouéza war-n-ézhan̄.

24. Ann en̄krez a spoun̄t anézhan̄, hag ar reûz a c’hrounn anézhan̄, ével eur roué a zô daré d’ar stourm.

25. Râg astennet en deûz hé zourn a-énep Doué ; hag en em nerzet eo a-énep ann Holl-c’halloudek.

26. O sével hé benn en deûz rédet enn hé énep, ha gan̄d eunn diren déô eo en em armet.

27. Al lard en deûz gôlôet hé zremm, hag ann druzôni a réd a bép tû anézhan̄.

28. Choumed eo é keriou disman̄tet, é tiez didud, a zô deûet da véza ével berniou mein.

29. Na binvidikai két, hag hé vadou na badô két, ha na astennô két hé c’hrisien enn douar.

30. N’en em dennô két eûz ann dévalien ; ar flamm a zevô hé skourrou ; hag hén̄ a vézô diskaret gan̄d ar c’houéz eûz hé c’hénou.

31. Na grédô két, enn hé douellérez, pénaoz é hell béza dasprenet gan̄d eur gôbr-bennâg,

32. Abarz ma vézô peûr-c’hréat hé zeisiou, é vézô kollet ; hag hé zaouarn a zizéc’hô.

33. Ével eur winien vouk enn he gen̄ta bleûn̄ hag ével eur wézen-olived a daol hé bleûn̄, é wén̄vô.

34. Râk difrouez eo kémen̄d a zastum ann dén pilpouz, hag ann tân a zevô tiez ar ré a zigémer rôou a galoun vâd.

35. En̄géhen̄ta a ra ar c’hlac’har, ha génel a ra ar fallagriez, hag hé galoun a glask touellou névez.


————


XVI. PENNAD.


Job en em glemm eûz a grizder hé viñouned.


1. Hôgen Job a respoun̄taz hag a lavaraz :

2. Kémen̄t-sé em eûz klévet aliez ; dic’hlac’harerien rec’huz oc’h holl.

3. Ha n’hô dévézô két a zivez ar gériou avélek-zé ? Ha réd eo d’id komza kenn dichek ?

4. Mé a helfé ivé komza ével-d-hoc’h ; hag a-ioul a vé hoc’h éné ével va éné :

5. Hô tic’hlac’hari a rajenn ivé gan̄t va gériou, hag héja a rafenn va fenn war-n-hoc’h :

6. Hô krevaad a rajenn gan̄t va génou, hag é fin̄vchenn va muzellou évit ma vec’h espernet.

7. Hôgen pétrâ a rinn ? Mar komzann, na habaskai két va glac’har : ha mar tavann, na bellai két diouz-in.

8. Va glac’har a wask ac’hanoun bréma, ha va holl izili a zô deûet da nétrâ.

9. Va c’hrizou a zô da desténi em énep, hag eunn dén gan̄d hé c’hevier a zâv em énep evid énébi dira-z-oun.

10. Strollet en deûz hé holl frouden ouz-in, hag ô c’hourdrouza ac’hanoun, en deûz skriñet hé zen̄t ; va énébour en deûz sellet ouz-in gan̄d daoulagad heûzuz.

11. Digoret hô deûz hô génou em énep, hag oc’h ôber goab ac’hanoun, hô deûz va garvanatet : en em walc’het hô deûz gan̄t va foaniou.

12. Va zerret en deûz Doué dindan galloud ann hini direiz ; va lékéat en deûz étré daouarn ar re fallagr.

13. Mé péhini a oa pinvidik ken̄t, mé zô bét brévet enn-eunn-taol : lékéat en deûz va gouzouk da bléga, va zorret en deûz, hag ével eur merk évit hé warek en deûz lékéat ac’hanoun. (T).

14. Hé wafiou en deûz lékéat war-drô d’in ; va digroazel en deûz glazet ; n’en deûz két va espernet, ha skiñet en deûz va bouzellou war ann douar.

15. Gouli war c’houli en deûz lékéat da zével war-n-oun, en em daolet eo war-n-oun ével eul lan̄gouinek.

16. Eur zac’h em eûz griet war va c’hroc’hen, ha va c’hîg em eûz gôlôet a ludu.

17. Va dremm a zô koenvet gan̄d ann daérou, ha kroc’hen va daoulagad a zô enn dévalien.

18. Kémen̄t-sé em eûz gouzan̄vet, hép ma vé saotret va dourn gan̄d ar fallagriez, ha pa gennigenn da Zoué va fédennou glân.

19. O douar, na c’hôlô két va goâd, ha na gavô két va garm léac’h é-bed évid en em guza enn-oud. (M).

20. Râk chétu éma va zest enn én̄v, ha va c’huzulier el léac’h uc’hel.

21. Téôdeien eo va miñouned : va lagad a wél drûz étrézé Doué.

22. A-ioul na helfé eunn dén en em zidamallout dirak Doué ével ma hell en em zidamallout dirâg eunn dén ével-t-han̄.

23. Râk chétu eo berr va bloavésiou, hag é tréménon̄t buan, hag é valéann enn eur raven̄t, dré béhini na dréméninn mui.


————


XVII. PENNAD.


Job a béd hé viñouned da zistrei d’ézhô hô-unan.


1. Skuîz eo va spéred, berréet eo va deisiou, hag ar béz hép-kén a choum din.

2. N’em eûz két péc’het, ha va lagad a choum er c’houervder.

3. Dieûb ac’hanoun, ô Aotrou, ha laka ac’hanoun enn da gichen ; ha stourmet ouz-in dourn néb a garô.

4. Pelléet éc’h eûz ar skian̄t eûz hô c’haloun, rak-sé na vézin̄t két uc’héléet.

5. Gwéstla a ra ar preiz d’he genvreûdeûr, ha daoulagad hé vipien a fatô.

6. Va lékéat en deûz ével sorc’hen ar bobl, ha skouér ounn deûet dira-z-hô.

7. Ann droug a laka va lagad da dévalaat, ha va izili a zô deûet da nétrâ.

8. Ann dûd reiz a vézô strafiḻet gan̄t kémen̄t-sé, hag ann dén dinam a zavô a-énep ar pilpouz.

9. Ann dén reiz a zalc’hô hé hen̄t, hag ann hini a zô glân hé zaouarn a vézô krévoc’h a zé.

10. Distrôit éta holl, ha deûit, ha na gavinn dén fûr é-béd enn hô touez.

11. Va deisiou a zô éat ébiou, va ménosiou a zô bévézét, goudé ma hô deûz bourréviet va c’haloun.

12. Ann nôz hô deûz trôet é deiz, ha goudé ann dévalien é c’hédann c’hoaz ar goulou.

13. Mar gortozann c’hoaz, ar béz a vézô va zî, hag aozet em eûz va gwélé enn dévalien.

14. D’ar vreinadurez em eûs lavaret : Té eo va zâd ; ha d’ar prén̄ved : C’houi eo va mamm, ha va c’hoar.

15. Râk péléac’h éma bréma va géd, ha piou a lakai évez out va hir-c’hortozidigez ?

16. Kémen̄d em eûz a ziskennô é gwéled ar béz ; ha té a gred da-vihana em bézô énô ann éhan ?


————


XVIII. PENNAD.


Baldad a damall Job eûz a zic’héd hag eûz a zihabaskded.


1. Hôgen Baldad, ar Suhiad, a respoun̄taz, hag a lavaraz :

2. Béte pégeit é komzot-hu ével-sé ? Poellit da gen̄ta, ha goudé-zé é komzimp.

3. Pérâg é sellit-hu ac’hanomp ével léoned, hag omp-ni tûd displéd dira-z-hoc’h ?

4. Mar kollez da éné enn da frouden, ha dilézet é vézô ann douar enn abek d’id, ha dizouget é vézô ar réier eûz al léac’h ma’z int ?

5. Ha na vézô két mouget goulou ar fallagr, ha na vézô két dilugern flamm hé dân ?

6. Ar goulou a oa enn hé délt a dévalai, hag ar c’hleûzeûr a luc’hé a-ziouc’h d’ézhan̄ a vézô mouget.

7. Kamméjou hé ners a vézô strizet, hag hé guzul hel lakai da gouéza.

8. Râk lékéat en deûz hé dreid er rouéjou, hag enn hô maḻou é valé.

9. Hé droad a vézô paket el lindâg, hag ar séc’hed a zizéc’hô anézhan̄.

10. Ar rouéjou d’her paka a zô kuzet dindân ann douar, hag ar paskadur a zô war ar raven̄t.

11. Ann en̄krez a spoun̄tô anézhan̄ a bép tû, hag a strôbô hé dreid.

12. Hé ners a vézô dislébéret gan̄d ann naoun, hag ann diouer a zigigô hé gostou.

13. Ken̄ta-ganet, ar marô a zebrô kaerded hé groc’hen hag a gasô hé zivrec’h da gét.

14. Hé fisian̄s a vézô tennet er-méaz eûz hé delt, hag ar marô, é doaré eur roué, a flastrô anézhan̄ dindân hé dreid.

15. Hé genvreûdeûr a choumô enn hé delt é pehini né vézô mui, ha soufr a vézô skiñet enn-han̄.

16. Hé c’hrisiou diwar-draon̄ a vézô dizéc’het, hag hé skourrou diwar-laez a vézô skéjet.

17. Ann én̄vor anézhan̄ a vézô kollet diwar c’horré ann douar, hag hé hanô na vézô mui meûlet el leûriou-kéar.

18. Kaset é vézô kuît eûz ar goulou d’ann dévalien, ha tennet é vézô eûz ar béd.

19. Hé wenn hag hé nésted na choumô mui é-touez hé bobl, ha na choumô nétrâ anézhan̄ enn hé vrô.

20. Ar ré a zeûi war hé lerc’h a vézô saouzanet gan̄d ann deiz ma oé kaset da goll (M), ar ré a zô enn hé amzer a vézô spoun̄tet-brâz.

21. Ével-sé é vezô telt ann dén direiz, hag hen-nez eo léac’h ann hini ha na anavez két Doué.


————


XIX. PENNAD.


Job en em zic’hlac’har dré c’hédal é savô a varô da véô.(T.)


1. Hôgen Job a respoun̄taz, hag a lavaraz :

2. Bété pégeit é c’hlac’harot-hu va éné, hag é man̄trot-hu ac’hanoun gan̄d hô lavariou ?

3. Chétu dék kwéach eo bét fellet d’é-hoc’h va faéza, ha n’hoc’h eûz ket a véz da van̄tra ac’hanoun.

4. Râk ma émounn enn diwiziégez, gan-én̄ éma ann diwiziégez.

5. Hôgen c’houi a zâv em énep, hag é tamallit d’in va dismégan̄s.

6. Gwézit bréma da-vihana pénaoz né két dré eur varn a reiz en deûz Doué va glac’haret, ha va skôet gan̄d hé c’houliou.

7. Chétu mar garmann gan̄d ann droug a c’houzan̄vann, dén n’am c’hlevô ; mar savann va mouéz, dén n’am didamallô.

8. Va raven̄t en deûz serret ann Aotrou a bép tû, ha na hellann két mon̄d ébiou ; tévalien en deûz lékéat em hen̄t.

9. Eûz va c’hloar en deûz va diouéret, hag ar gurunen en deûz tennet diwar va fenn.

10. Va disman̄tret en deûz a bép tû, hag éz ann-da-gét ; ha tennet en deûz digan-én̄ va holl c’héd, évél da eur wezen a zô bét diskolpet.

11. Hé frouden en deûz savet em énep ; hag ével da énébour d’ézhan̄ en deûz va lékéat.

12. Hé laéroun a zô deûet gan̄t-han̄, hag hô deûz gréat hô hen̄t dreist-oun ; hag hi hô deûz grounnet va zelt.

13. Pelléet en deûz va breûdeûr diouz-in, hag ar ré a anavézenn a zô tec’het diouz-in ével tûd a-ziavéaz brô.

14. Va zûd nésa hô deûz va dilézet ; hag ar ré a anavezé ac’hanoun hô deûz va an̄kounac’héet :

15. Mérerien va zî, ha va mitisien hô deûz va lékéat ével eunn diavésiad ; hag ével eunn dén dizanaf ounn bét dira-z-hô :

16. Va mével em eûz goulennet, ha n’eo két deûet, pétrâ-bennâg ma em eûz hé c’halvet va-unan.

17. Va grég é deûz bét érez oc’h va alan, ha pédet em eûz bugalé va dargreiz (T).

18. Ar ré ziskian̄t zo-kén a réa goab ac’hanoun, ha pa belléenn diout-hô, é lavaren̄t droug ac’hanoun.

19. Va c’huzulierien ken̄t hô deûz va argarzet, hag ann hini a garenn ar muia a zô trôet em énep.

20. Va c’hîg a zô deûet da netrâ, ha va eskern a zô stâg out va c’hroc’hen, ha va muzellou hép-kén a zô choumet out va den̄t.

21. Hô pézet truez ouz-in, hô pézet truez ouz-in, c’houi da-vihana va miñouned ; râk dourn ann Aotrou en deûz skôet war-n-oun.

22. Pérâg éc’h heskinit-hu ac’hanoun ével Doué, hag é teûit-hu d’en em walc’ha gan̄t va c’hîk ?

23. Piou a aotréô d’in ma vézô skrivet va geriou ? Piou a rôi d’in ma vézin̄t roudennet enn eul levr ;

24. Ma vézin̄t kizellet war eunn daolen bloum gan̄d eur bluen houarn, pé war ar méan gan̄d eur broud ?

25. Râk me a oar pénaoz va daspréner a zô béô, ha pénaoz é savinn eûz a varô da véô (M) eûz ann douar enn deiz divéza ;

26. Ha pénaoz em bézô adarré va c’hroc’hen enn-drô d’in, hag é wélinn va Doué em c’hîk ;

27. Pénaoz her gwélinn va-unan, ha nann eunn all, hag é sellinn out-han̄ gan̄t va daoulagad va-unan. Hennez eo va géd ; hag a choumô bépréd em c’hreiz.

28. Pérâg éta é livirit-hu brêma : Heskinomp anézhan̄ ha kavomp grisien eur ger enn hé énep ?

29. Tec’hid éta a zirâg ar c’hlézé, râk bez’ éz eûz eur c’hlézé hag a ven̄j ar fallagriézou ; ha gwézit pénaoz éz eûz eur varn.


————


XX. PENNAD.


Sofar a zanével kastizou ar ré fallagr.


1. Neûze Sofar, ann Naamatiad, a respoun̄taz hag a lavaraz :

2. Râk-se eo é teû va ménosiou ann eil war lerc’h égilé, ha va spéred a zô kaset tû-man̄ ha tû-hon̄t.

3. Sélaoui a rinn ar gélen a réz d’in gan̄d da damallou, hag ar spéred a boell a zô enn-oun a respoun̄tô évid-oun.

4. Ann dra-man̄ a ouzonn, hag a zô anat abaoé ma eo bét lékéat ann dén war ann douar,

5. Pénaoz gloar ar ré fallagr a zô berr, ha lévénez ar pilpouz na bâd neméd eur pennadik.

6. Ha pa zavché hé valc’hder bétég ann én̄v, ha pa dizfé hé benn bétég ar c’hoabr :

7. Enn divez é vézô kollet ével teil ; hag ar ré hô dôa hé wélet, a lavarô : Péléac’h éma ?

8. Ével eunn huvré skân̄, na vézô mui kavet ; tréménoud a rai ével eur wélédigez nôz.

9. Al lagad en dôa gwélet anézhan̄, n’her gwélô mui, hag al léach ma’z édô ébarz né anavézô mui anézhan̄.(T).

10. Hé vipien a vézô gwasket gan̄d ann diénez, hag hé zaouarn a zistolô d’ézhan̄ ann droug en deûz gréat.

11. Hé eskern a vézô leûn eûz a zireisiou hé iaouan̄ktiz, hag a c’hourvézô gan̄t-han̄ er poultr.

12. Râk ô véza ma eo c’houék ann drouk d’hé c’hénou, é kûz anézhan̄ dindân hé déôd.

13. Hé espernout a ra, ha n’hen diléz két, hag é kûz anézhan̄ enn hé staon̄.

14. Hé vara a vézô trôet enn hé gôv, hag a zeûi enn hé vouzellou é doaré béstl eunn aspik.

15. Ar madou en dôa loun̄ket a zisloun̄kô ; ha Doué hô zennô er-méaz eûz hé gôv.

16. Penn ann aspiged a zunô, ha téôd ann aer-viber a lazô anezhan̄.

17. Na welô mui gouériou ar ster, nag ar froudou mél hag amann.

18. Kémen̄d en deûz gréat a baéô, ha koulskoudé na vézô két bévézet : hag hervez hé holl wallou é c’houzan̄vô.

19. Râk lékeat en deûz ar béorien enn noaz-béô ha flastret en deûz anezhô dindân hé dreid (T) ; skrapet en deûz hô ziez, péré n’en dôa két savet.

20. Hôgen hé gôv n’en deûz két bét hé walc’h, ha pa en deûz bét ann traou a c’hoan̄téé, n’en deûz két gellet béza perc’hen d’ézhô.

21. N’eûz choumet nétrâ eûz he voéd ; râk-sé na choumô nétrâ eûz hé vadou.

22. Pa en dévézô hé walc’h, é vezô gwasket, é vezô losket, hag ann holl boaniou a gouézô war-n-ézhan̄.

23. Pa en dévézo karget hé gôv, Doue a daolô war-n-ézhan̄ buanégez hé frouden, hag a lakai hé vrézel da c’hlaôia war-n-ézhan̄.

24. Diouc’h bégou houarn é tec’hô, hag en em daolô war eur wareg arem.

25. Ar c’hlézé tennet eûz hé c’houin, a lugernô enn hé véstl ; teûsiou spoun̄tuz a iélô hag a zeûi war-n-ézhan̄.

26. Ann dévalien a zô el léac’h kuzéta eûz hé éné : devet é vézô gan̄d eunn tân ha na vézô két c’houézet, dilézet é vézô enn he delt, hag hén̄ glac’haret.

27. Ann én̄vou a zanévellô hé fallagriez, hag ann douar a zavô enn hé énep.

28. Madou ha gwenn hé dî a vézô d’ann holl ; tennet é vézin̄t digan̄t-han é deiz frouden Doué. (M).

29. Hen-nez eo al lôd a rô Doué d’ann dén fallagr, hag ann digouéz a zigas d’ézhan̄ ann Aotrou évid hé gomziou.


————


XXI. PENNAD.


Job a lavar pénaoz Doué a gastiz ar ré fallagr goudé hô marô.


1. Hôgen Job a respoun̄taz, hag a lavaraz :

2. Sélaouit, me hô péd, va lavariou, hag hô pézet keûz.

3. Va list da gomza, ha goudé-zé grît goab, mar kirit, eûz ar péz a livirinn.

4. Ha gan̄d eunn dén eo em eûz da rendaéla, évit n’am bijé két a léac’h d’en em c’hlac’hari ?

5. Sellit ouz-in, ha bézit souezet ; ha likid hô pîz war hô kénou ;

6. Ha mé va-unan pa zeû koun d’in, ounn spoun̄tet, ha va c’horf holl a grén.

7. Pérâg éta é vév ar ré fallagr ; pérâg in̄t-hi kenn uc’hel, ha kel leûn a vadou ?

8. Hô gwenn a bâd dira-z-hô ; eul lôd brâz eûz hô mipien hag eûz hô mipien-bihan a welon̄t.

9. Ar c’héd hag ar péoc’h a zô enn hô ziez ; ha n’éma két gwalen Doué war-n-ézhô.

10. Hô bioc’hed a zô saḻet, ha na ziforc’hon̄t két ; hala a réon̄t, ha né gollon̄t két hô leûé. (M).

11. Hô bugalé a ia er-méaz ével dén̄ved, hag a lamm, hag a c’hoari.

12. Taboulinou ha télennou hô deûz, hag out son ar binviou en em laouénéon̄t.

13. Enn dudi é trémenon̄t hô deisiou, hag enn eur pennadik é tiskennon̄t d’ar béz.

14. Lavaret hô deûz da Zoué : Pella diouz-omp, na fell két d’é-omp anaout da hen̄chou.

15. Piou eo ann Holl-c’halloudek, ma servichimp anézhan̄ ? Ha pétrâ a dalvézô d’é-omp mar pédomp anézhan̄ ?

16. Koulskoudé, pa n’éma két hô madou étré hô daouarn, bézet pell diouz-in kuzul ar ré fallagr.

17. Péd gwéach é teû da vouga kleûzeûr ... ag é c’hoarvez dic’h ... g é teû Doué da ranna ... hé frouden ? Ped gwech en em gav ma voug lamp an dud fall, ma teu ho distruj warnezhe, ma loden Doue ho lod gante er goler,

18. Hî ... ô pa c’houéz ann avel, hag ével al ludu a zô skiñet gan̄d eur gourven̄ten. Ma vent evel ar plouz euz c'houez an avel, hag evel ar pell zavet dre an tempest ?

19. Doué a virô évid hé vipien poaniou hô zâd ; ha pa vézô bét kastizet, neûzé é wézô.

20. Hé zaoulagad a wélô hé zispennadur, hag hén̄ a évô eûz a frouden ann Holl-c’halloudek.

21. Râk pétrâ vern d’ézhan̄ ar péz a c’hoarvézô gand hé dî hé-c’houdé, mar d-eo rannet he vloavésiou dré ann han̄ter ?

22. Piou a zeskô dâ Zoué eunn dra-bennâg, hén̄ péhini a varn ar ré uc’hela.

23. Hé-man̄ a varv hag hén̄ kré ha iac’h, pinvidik hag euruz.

24. Hé vouzellou a zô gôlôet a lard, hag hé eskern leûn a vél.

25. Hôgen égilé a varv é c’houérvder hé éné, hag hép madou é-béd.

26. Ha koulskoudé é c’hourvézin̄t hô daou er poultr, hag é vézin̄t gôlôet gan̄d ar prén̄ved.

27. Évit-gwîr éc’h anavézann hô ménosiou, hag hô parniou direiz em énep.

28. Râk c’houi a lavar : Péléac’h éma tî ar prin̄s-zé ? Péléac’h éma teltou ar ré fallagr ?

29. Grîd ar goulenn-zé oud ann hini a ia ébiou enn hén̄t, hag é wélot pénaoz é oar ervâd :

30. Eo miret ann dén drouk évid deiz hé goll, hag eo kaset gan̄t Doué bété deiz hé frouden.

31. Piou a damallô anézhan̄ eûz hé hen̄t ? Piou a zistolô d’ézhan̄ ar péz en deûz gréat ?

32. Er béz é vézô kaset, ha da évésiad é vézô war stroll ar ré varô.

33. Hétuz eo bét kavet enn ifernou, ha war hé lerc’h é tidennô pép-hini, ével ma eo bét didennet eunn niver brâz enn hé raok.

34. Pénaoz éta é fell d’é-hoc’h va dic’hlac’hari enn-aner, pa en em gav hô lavar énep d’ar wirionez.


————


XXII. PENNAD.


Élifaz a damall Job.(T)


1. Hôgen Élifaz, ann Témaniad, a respoun̄taz, hag a lavaraz :

2. Ann dén hag hén̄ a hell béza hévélébékéet ouc’h Doué, ha pa en défé eur wiziégez dreist-holl ?

3. Pétrâ a dâl da Zoué é vijez eunn dén reiz ? Pé pétrâ a rôi-dé d’ézhan̄, mar d-eo dinam da vuez ?

4. Hag aoun en dévézô-hén̄ pa damallô ac’hanod, ha pa zeûiô d’az parnout ?

5. Ha n’her grai két hervez da zrouk brâz, hag al lôd eûz da fallagriézou ?

6. Râk kéméret éc’h eûz gwéstl da vreûdeûr héb abek, ha tennet éc’h eûz hô diḻad d’ar ré a oa enn-noaz.

7. N’éc’h eûz két rôet a zour d’ann hini a oa skuîz, ha dinac’het éc’h eûz bara d’ann hini en dôa naoun.

S. Gan̄t ners da vréac’h é oa deûet ann douar d’id, ha dré ma oaz ar galloudéka, é oa choumet gan-éz.

9. Ann in̄tan̄vézed éc’h eûz kaset-kuît hô daouarn goullô, ha divrec’h ann emzivaded éc’h eûz torret.

10. Râk-sé éz eûz spiou trô-war-drô, hag oud strafiḻet gan̄d eur spoun̄t téar.

11. Ha té a grédé na gouézchez két enn dévalien, ha na vijez két gwasket gan̄d eunn dic’hlann diboell a zour ?

12. Ha na grédez-té két pénaoz eo Doué uc’héloc’h égéd ann én̄v, ha kalz dreist penn ar stéred ?

13. Hag é lévérez : Pétrâ a anavez Doué ? Hén̄ a varn ével a-dreûz eul lusen.

14. Enn eur goabren eo kuzet, ha na zell két ouz-omp ; hag hén̄ a valé eûz ann eil penn d’égilé eûz ann én̄v.

15. Ha té a fell d’id heûlia hen̄t ann amzeriou kôz, é péhini hô deûz kerzet ann dûd fallagr-zé ?

16. Péré a zô bét dizouget abarz hô amzer, hag a zô bét diskaret gan̄d ann dic’hlann bétég ann diazez ;

17. Péré a lavaré da Zoué : Pella diouz-omp ; ha péré a venné pénaoz na hellé ôber nétrâ ann Holl-c’halloudek ;

18. Pétrâ bennâg m’en dôa-hén̄ karget hô ziez a vadou ; hôgen bézet pell diouz-in ménosiou ar ré-zé.

19. Ann dûd reiz a wélô kémen̄t-sé, hag en em laouénai ; hag ann dén dinam a rai goab anézhô.

20. Ha né két bét diskaret ar péz hô dôa savet ; ha né két bét loun̄ket hô dilerc’h gan̄d ann tân ?

21. En em laka éta dindân béli Doué, ha choum é péoc’h ; ha dré-ze ez pézô madou brâz.

22. Kémer al lézen eûz hé c’hénou, ha laka hé c’heriou enn da galoun.

23. Mar distrôez oud ann Holl-c’halloudek, é savi adarre, hag é pellai ar fallagriez eûz da delt.

24. É léac’h ann douar é rôi d’id ar roc’h, hag é léac’h ar roc’h froudou aour.

25. Hag ann Holl-c’halloudek a savô a-énep da énébourien, hag ez pézô berniou arc’han̄t.

26. Neûzé é kavi da zudi enn Holl-c’halloudek, hag é savi da benn war-zû Doué.

27. Té a bédô anézhan̄, hag hén̄ a zélaouô ouz-id, hag é tistoli da wéstlou d’ézhan̄.

28. Eunn dra a c’hoân̄tai, hag é teûiô d’id, hag ar goulou a luc’hô war da hen̄chou.

29. Râg ann hini a vézô bét vuéléet, a vézô er c’hloar ; hag ann hini a zellô a-îz, a vézô salvet.

30. Ann dén dinam a vézô salvet, hôgen salvet é vézô, ô véza ma vézô bét glân hé zaouarn.


————


XXIII. PENNAD.


Job a c’halv gan̄t vuelded barn Doué.


1. Ha Job a respoun̄taz, hag a lavaraz :

2. Va lavar a zô c’hoaz leûn a c’houervder, ha garvder va gouli a zô dreist va hirvoud.

3. Piou am lakai da anaout ha da gavout Doué, ha da von̄t bétég hé drôn ?

4. Lakaad a rinn va barn dira-z-han̄, hag é leûninn va génou a glemmou.

5. Évit ma wézinn ar péz a respoun̄tô d’in, ha ma poellinn ar péz a lavarô d’in.

6. Na felfé két d’in é strivché ouz-in gan̄d hé holl ners, nag é gwaskché ac’hanoun gan̄t poéz hé veûrded.

7. Lakaet ar reizded ouz-in, ha va barn a zô gounézet.

8. Hôgen mar d-ann war-zû ar sâv-héol, n’en em ziskouéz két : mar d’ann war-zû ar c’hûs-héol, n’her c’havann két.

9. Mar d-ann a gleiz, pétrâ a rinn-mé ? N’hen tizinn két : mar trôann a zéhou, n’her gwélinn két.

10. Hôgen hen̄ a anavez va hen̄t, hag a arnod ac’hanoun ével ann aour a véz tréménet dré ann tân.

11. Va zroad en deûz heûliet hé roudou, hé hen̄t em eûz miret, ha n’ounn két distrôet diout-han̄.

12. N’ounn két pelléet diouc’h gourc’hémennou hé vuzellou, ha geriou hé c’hénou em eûz kuzet em askré.

13. Râk n’eûz némét-han̄ a gémen̄t a zô hén̄, ha dén na hell distrei hé vénoz : ha kémen̄t ha ma kâr a râ.

14. Pa en dévézô sévénet hé ioul war-n-oun, é choumô c’hoaz d’ézhan̄ meûr a c’halloud hén̄vel.

15. Râk-sé eo ounn strafiḻet dira-z-han̄, ha pa zellann out-han̄, ounn spoun̄tet-brâz.

16. Doué en deûz ténéréet va c’haloun, hag ann Holl-c’halloudek en deûz va strafiḻet.

17. Râk n’ounn két bét kollet é-kreiz ann dévalien a oa enn-drô d’in, hag al lusen n’é deûz két gôlôet va fenn.


————


XXIV. PENNAD.


Digastiz eo alies ann torféjou er béd-man̄ ; hôgen Doué hô c’hastiz er béd all.


1. Né két kuzet ann amzeriou gan̄d ann Holl-c’halloudek ; hôgen ar ré a anavez anézhan̄ na ouzon̄t két hé zeisiou.

2. Lôd a ziloc’h ar vein-harz, a skrâp ann dén̄ved, hag hô laka enn hô feûrvann.

3. Azen ann emzivaded a géméron̄t, hag éjenn ann in̄tan̄vez a zigason̄t da wéstl.

4. Hen̄d ar béorien a ziskaron̄t, hag é vac’hon̄t ivé ar ré habask war ann douar.

5. Lôd all é doaré azéned c’houéz enn distrô, a ia er-méaz d’hô labour ; a glask hô freiz diouc’h ar min̄tin, évid aoza bara d’hô bugalé.

6. Ar park ha né két d’ézhô a védon̄t ; hag ar rézin a zastumon̄t é gwinien ann hini hô deûz mac’het.

7. Ann dûd a gason̄t-kuît enn-noaz ; tenna a réon̄t hô diḻad d’ar ré n’hô deûz két péadrâ d’en em c’hôlei er iénien :

8. D’ar ré a zô glépiet gan̄t glaô ar ménésiou, hag ô véza diwisk, en em guz dindân ar c’herrek.

9. Tra ann emzivaded a géméron̄t dré ners, hag é tiwiskon̄t ar ré baour.

10. D’ar ré noaz, d’ar ré ziwisk, d’ar ré ézommek, é tennon̄t betég hô éd.

11. Kousket hô deûz diouc’h ar c’hrésteiz war ar bern frouez a zô bét gwasket gan̄t ar ré a varv gan̄d ar séc’hed.

12. Lakaad a réon̄t ann dûd da geina er c’heriou, hag éné ar ré c’hlazet a c’harm, ha Doué n’hô lézô két da von̄t héb hô ven̄ji.

13. Amzen̄t in̄t bét é-kén̄ver ar goulou ; n’hô deûz két anavézet hé hen̄chou, ha n’in̄t két distrôet dré hé raven̄chou.

14. Min̄tin-mâd é sâv al lazer ; rei a ra ar marô d’ann den diners ha d’ar paour : ha pa eo deûet ann nôz, eo ével eul laer.

15. Lagad ann avoultrer a zell oud ann dévalien, ô lavarout : Lagad é-béd n’am gwélô ; hag hén̄ a c’hôlô hé benn.

16. Toulla a ra ann tiez enn dévalien, ével m’hô dôa lavaret ann eil d’égilé pa oa deiz ; ha n’hô deûz két anavézet ar goulou.

17. Mar teû râk-tâl goulou-deiz, é kav d’ézhô éz eo skeûd ar marô ; hag ével-sé é kerzon̄t enn dévalien ével er goulou.

18. Skan̄v eo war-c’horré ann dour ; milliget ra vézô hé lôd war ann douar, ha na gerzet két dré hen̄t ar gwiniennou.

19. Ra dréménô eûz a zouréier ann erc’h d’ar c’hrouez ar vrasa, hag hé béc’hed her c’hasô bétég ar béz.

20. Ra vézô an̄kounac’héet gan̄d ann drugarez ; ra vézô ar prén̄v hé zudi ; na vézet két a goun anézhan̄ ; hogen bézet diskolpet ével eur wézen difrouez.

21. Maget en deûz ann hini a oa bréc’han̄ ha na c’hân két ; ha n’en deûz két gréat a vâd d’ann in̄tan̄vez.

22. Diskaret en deûz ar ré gré gan̄d hé c’halloud ; ha pa vézô stard, na fisiô két war hé vuez.

23. Doué en deûz rôet amzer d’ézhan̄ da ôber pinijen, hag hén̄ a zeû c’hoaz balc’hoc’h a zé ; hôgen daoulagad Doué a zô war hé hen̄chou.

24. Savet in̄t évid eur pennadik, ha goudé-zé n’in̄t mui ; vuéléet é vézin̄t ével pép-trâ, hag é vézin̄t lamet ha trouc’het ével pennou ann tamoézennou éd.

25. Ma né ket ann dra-zé ével-sé, piou a hellô va gendrec’hi war c’hevier, ha tamallout va lavariou dirâk Doué ?


————


XXV. PENNAD.


Distervez ann dén dirâk Doué.


1. Hôgen Baldad, ar Suhiad, a respoun̄taz, hag a lavaraz :

2. Ar galloud hag ar spoun̄t a zô gan̄d ann hini, péhini a laka ar péoc’h enn hé lec’hiou uc’hel.

3. Ha gallout a helleur nivéri hé zoudarded ? Ha war biou na zâv két hé c’houlou ?

4. Ha béz’ é hell béza didamallet ann dén hévélébékéet ouc’h Doué, pé en em ziskouéza glân néb a zô ganet gan̄d ar c’hrég ?

5. Chétu al loar hé-unan ne luc’h két, hag ar stéred n’in̄t két glân dira-z-han̄ :

6. Pégen nébeût é vézô ann dén, péhini n’eo némét breinadurez, ha mâb ann dén, péhini n’eo néméd eur prén̄v ?

————


XXVI. PENNAD.


Péger brâz ha galloudek eo Doué.


1. Hôgen Job a respoun̄taz, hag a lavaraz :

2. Piou a gen-nerzez ? Hag eunn dén dinerz eo ? Ha té a harp bréac’h ann hini ha né két kré ?

3. Da biou éc’h eûz-té rôet kuzul ? Martézé d’ann hini né d-eo két ar furnez gan̄t-han̄ ? Hag eur poell brâz éc’h eûz diskouézet.

4. Piou eo bét fellet d’id da zeski ? Ha né két ann hini péhini en deûz gréat ann énéou hag ar spéréjou ?

5. Al lan̄gouinéien hô-unan, hag ar ré a choum gan̄t-hô, a gunuc’h dindân ann douréier.

6. Enn-noaz éma ann ifern dira-z-han̄, ha n’eûz gwél é-béd d’al léac’h a goll.

7. Hén̄ eo a astenn ann han̄ter-nôz war ar goullô, hag a laka ann douar a-zispiḻ war nétrâ.

8. Hén̄ eo a éré ann douréier er c’hoabr, évit na gouézin̄t két kévret dindân.

9. Hén̄ eo a wir na ve gwélet hé drôn, hag a astenn hé goabren war-n-ézhan̄.

10. Lékéat en deûz harz war-drô d’ann douréier, keit ha ma padô ar goulou hag ann dévalien.

11. Peûliou ann en̄v a grén hag a spoun̄t gan̄t sell hé lagad.

12. Ar môriou en deûz strollet râk-tâl gan̄d hé ners, hag ar balc’hder en deûz trec’het gan̄d hé furnez.

13. Ann én̄vou en deûz kin̄klet gan̄d hé spéred ; ha gan̄t hé zourn gwén en deûz digaset ann aer gwidiluz,

14. Chétu hon eûz lavaret lôd eûz hé hen̄chou ; ha pa eo a-véac’h ével eur banné ar péz hon eûz klévet, piou a hellô sellout out kurun hé vrasder ?


————


XXVII. PENNAD.


Job a ziskouéz ar reûsiou a c’hourdrouz ar ré fallagr.


1. Job a lavaraz c’hoaz enn hé lavar kuzet :

2. Béô eo Doué, péhini en deûz tennet va barn, hag ann Holl-c’halloudek, péhini en deûz karget va éné a c’houervder.

3. En̄dra ma vézô halan enn-oun, ha spéred Doué em difron,

4. Va muzellou na livirin̄t nétrâ a zireiz, na va zéôd nétrâ a c’haou.

5. Doué ra virô na gavché d’in é vec’h tûd reiz ; kén na varvinn, na zilézinn két va dinamded.

6. Na baouézinn két en em zidamallout ével am eûz gréat (T) : râk va c’haloun na rébech nétrâ d’in em buez holl.

7. Ra vézô va énébour ével eunn dén fallagr ; ha va heskiner ével eunn dén direiz.

8. Râk pétrâ eo géd ann dén pilpouz, mar strâp madou ar ré all dré hé bizoni, ha ma na zieûb két Doué hé éné ?

9. Ha Doué a zélaouô hé c’harm pa gouezô ann an̄ken war-n-ézhan̄ ?

10. Pé hag hén̄ a hellô en em laouénaat enn Holl-c’halloudek, ha pédi Doué é péb amzer ?

11. Mé hô teskô dré zourn Doué ; na guzinn két d’é-hoc’h ar péz a zô enn Holl-c’halloudek.

12. Chétu c’houi holl her goar ; ha pérâg éta é livirit-hu traou gwân ?

13. Chétu aman̄ lôd ann den fallagr dirâk Doué, hag ann digouéz a vîr ann Holl-c’halloudek d’ar ré ziboell.

14. Ha pa vé brâz ann niver eûz hé vipien, é tréménin̄t holl dindân ar c’hléze, hag hé vipien bihan n’hô dévézô két hô gwalc’h a vara.

15. Ar ré a choumô eûz hé wenn a vézô bésiet enn hô marô, hag hé in̄tan̄vézed na wélin̄t két.

16. Ma ra eur bern arc’han̄t, ével a zouar ; mar dastum diḻad ével eur bern fan̄k ;

17. Hô dastumi a rai évit-gwîr, hôgen ann dén reiz hô gwiskô ; hag ann dén dinam a rannô hé arc’han̄t.

18. Savet en deûz hé dî ével ar prén̄v, hag ével eur meser en deûs gréat eur gôdôer.

19. Pa gouskô ann dén pinvidik, na gasô nétrâ gan̄t-han̄ : digeri a rai hé zaoulagad, ha na gavô nétrâ.

20. Ann diénez a grogô enn-han̄ ével eunn dic’hlann dour ; eur bâr-arné a gouézô war-n-ézhan̄ a-héd ann nôz.

21. Eunn avel losk a grogô enn-han̄ hag her c’hasô gan̄t-han̄ ; hag ével eur gorven̄ten hen tennô eûz hé léac’h.

22. Doué her c’hastizô, ha na espernô két anézhan̄ : enn-aner é fellô d’ézhan̄ tec’hout diouc’h hé zourn.

23. Ann hini a wélô al léac’h a béhini eo kouézet, a stlakô hé zaouarn, hag a c’hoarzô goab war-n-ézhan̄.


————


XXVIII. PENNAD.


Pégen diez eo kaoud ar fumez.


1. Eur penn en deûz ann arc’han̄t d’hé wazennou ; eul léac’h a zô é péhini é kresk ann aour.

2. Ann houarn a zô tennet eûz ann douar ; hag ar méan teûzet gan̄d ann tân, a drô é arem.

3. Eunn amzer en deûz lékéat d’ann dévalien ; hag hén̄ a zell hé-unan oud ann divez eûz a bép trâ, hag oud ar méan a zô enn dévalien, hag é skeûd ar marô.

4. Ar froud en deûz rannet eûz ar bobl a valé, ar ré a zô bét an̄kounac’héet gan̄t troad ann dén diének, hag a zô dihen̄tet.

5. Ann douar é péhini é savé ar bara ével enn hé léac’h, a zô bét diskaret dreist-penn gan̄d ann tân.

6. Safir eo hé vein, hag aour hé voudennou.

7. Ann evn n’en deûz két anavézet hé hen̄t, hag ar gûp n’en deûz két hé wélet.

8. Mipien ar varc’hadourien n’hô deûz két kerzet enn-han̄, hag al léonez n’é deûz két tréménet dré-z-han̄.

9. Oud ar rec’hier en deûz astennet hé zourn, ha diskaret en deûz ar ménésiou bétég hô grisiou.

10. Gouériou en deûz lékéat da zével eûz ar vein, hag hé lagad en deûz gwélet kémen̄d a zô talvouduz-brâz.

11. C’houiliet en deûz bété gwéled ar steriou, ha digaset en deûz d’ar goulou ann traou kuzet.

12. Hôgen péléac’h é vézô kavet ar furnez ? Ha péhini eo léac’h ar poell ?

13. Na oar dén pétrâ a dâl, ha n’her c’haveur két é douar ar ré a vév enn dudiou.

14. Al loun̄k a lavar : N’éma kêt enn-oun ; hag ar môr a lavar : N’ema két gan-én̄.

15. Na vézô két rôet aour ar glana évit-hi, ha na vézô két prénet é poéz ann arc’han̄t.

16. Na vézô két hévélébékéet out marc’hadourésiou ann In̄dez ker kaer livet, nag oud ar sardonik talvouduz-brâz, nag oud ar safir.

17. Ann aour hag ar strin̄k ne vézin̄t ket lékéat da dalvout anézhi, ha na vézô két rôet évit listri aour. (T).

18. Ar péz a zô ar brâsa hag ann uc’héla na vézô két hanvet dira-z-hi : hôgen ar furnez a zô tennet eûz a eul léac’h kuzet.

19. Na vézô két lékéat hével out topaz ann Etiopia, nag out liou ar ré skédusa.

20. A béléac’h éta é teû ar furnez ? Ha péléac’h éma ar poell ?

21. Kuzed eo out lagad pép dén béô, kuzed eo zô-kén out evned ann én̄v.

22. Ar gollidigez hag ar marô hô deûz lavaret : Klevet hon eûz hanô anézhi.

23. Doué a anavez hé hen̄t, hag a oar péléac’h éma.

24. Râg hén̄ a wél bétég harzou ar béd ; hag a laka évez oud ar péz a zô dindân ann én̄v.

25. Hén̄ eo en deûz rôet poéz d’ann avel, ha men̄t d’ann douréier.

26. Pa lékéa eul lézen d’ar glaô, hag eunn hen̄t d’ann arné ha d’ar gurun.

27. Neûzé eo en deûz hé gwélet, en deûz hé disklériét, en deûz hé aozet, en deûz hé en̄klasket ;

28. Hag en deûz lavaret d’ann dén : Chétu doujan̄s ann Aotrou, ar furnez eo ; ha pellaad diouc’h ann drouk, ar poell eo.


————


XXIX. PENNAD.


Job a zanével hé stâd gen̄ta.


1. Job a lavaraz c’hoaz enn hé lavar kuzet :

2. Piou a aotréô d’in enn vézinn ével er misiou ken̄t, ével enn deisiou é péré é miré Doué ac’hanoun ?

3. Pa luc’hé hé gleûzeur war va fenn, hag é valéenn oud hé c’houlou enn dévalien ;

4. Ével ma oann é deisiou va iaouan̄kiz, pa édô Doué enn-disgwél em telt ;

5. Pa édô ann Holl-c’halloudek gan-én̄, ha va bugalé enn-drô d’in ;

6. Pa walc’henn va zreid enn amann, ha pa skuḻé ar mean gouériou éôl d’in.

7. P’az éann é-tâl porz kéar, ha pa aozen̄t d’in eur gador el leûr-géar ;

8. Ar ré iaouan̄k a wélé ac’hanoun, hag en em guzé ; hag ar ré gôz a zavé hag a choumé enn hô zâ.

9. Ar brin̄sed a éhané da gomza, hag a lékéa hô bîz war hô génou.

10. Ann duged a davé, hag hô zéôd a choumé stâg oud hô staon̄.

11. Ar skouarn am c’hlevé a lavaré é oann gwen̄vidik, hag al lagad am gwélé a rôé tésténi d’in :

12. O véza m’am bôa tennet a boan ann dén paour a grié, hag ann emzivad n’oa dén évit rei skoaz d’ézhan̄.(T),

13. Ann hini a oa bét daré d’ézhan̄ dizéria, a rôé hé vennoz d’in, ha mé a zic’hlac’haré kaloun ann in̄tan̄vez.

14. Ar reizdéd em eûz gwisket ; ha gwisket em eûz va barn ével eur van̄tel hag eur gurunen.

13. Lagad ann dén dall ounn bét, ha troad ann dén kamm.

16. Tâd ar béorien é oann ; hag ann traou na anavézenn két, a zeskenn gan̄d préder.

17. Karvanou ann dén fallagr a vrévenn, hag é tennenn ar preiz eûz hé zen̄t.

18. Hag é lavarenn : Em neiz é varvinn, hag é kreskinn é niver va deisiou ével ar wézen-balmez.

19. Va c’hrisien en em astenn a-héd ann douréier, hag ar glîz a choumô war va skourrou.

20. Va gloar en em névézô bépréd, ha va gwarek a grévai em dourn.

21. Ar ré a zélaoué ac’hanoun a c’hortozé m’am bé komzet ; hag hî a davé évit va c’huzul.

22. Na gréden̄t lakaat nétrâ ouc’h-penn war va gériou, ha va lavariou a gouézé war-n-ézhô ével ar glîz.

23. Hag hi a c’hédé ac’hanoun ével ar glaô, hag a zigoré hô génou ével évit glaô ann diskar-amzer.

24. Ma c’hoarzenn gan̄t-hô, na gréden̄t két : ha goulou va dremm na gouézé ket d’ann douar.

25. Mar fellé d’in mon̄d enn hô zouez, éc’h azézenn ar c’hen̄ta : ha pa oann azézet ével eur roué, é-kreiz ann armé, é oann koulskoudé dic’hlac’harer ar ré zoaniet.


————


XXX. PENNAD.


Job a zanével hé reûz.


1. Hôgen brema ar ré iaouan̄koc’h égéd-oun a ra goab ac’hanoun, hî a béré na vijé két prizet d’in lakaad ann tadou gan̄t chas va zropel :

2. Hî a béré labour ann daouarn na oa nétrâ diouc’h va ménô ; ha péré a oa sellet ével ma na zellézen̄t két béva ;

3. Tûd dizéc’het gan̄d ann diénez ha gan̄d ann naoun, péré a griñé ar péz a gaven̄t enn distrô, hag a oa dic’hiz gan̄d ar c’hlac’har hag ar reûz :

4. Péré a zebré géot, ha rusk gwéz, hag a réa hô boéd eûz a c’hrisiou juniper ;

5. Péré a iéa da glask kémen̄t-sé é wéled ann traon̄iennou, ha pa hô dôa ô c’havet, a rédé di gan̄t garmou brâz ;

6. Péré a choumé é poullou ar froudou, hag é kéviou ann douar, pé er rec’hier ;

7. Péré en em laouénéé enn doaré-zé, hag a gavé hô dudi dindân ann drein :

8. Mipien tûd diskian̄t ha tûd dister, hag a zô stlabez ann dûd war ann douar.

9. Bréma ounn deûet da abek d’hô c’hân, ha da c’hoapérez d’ézhô.

10. Va argarzi a réon̄t, hag é tec’hon̄t pell diouz-in, ha n’hô deûz két a aoun ô skôpa out va dremm.

11. Digoret en deûz Doué hé dron̄s, hag en deûz va glac’haret, hag eur wesken en deûz lékéat em génou.

12. Kerken̄t ha ma ounn en em zavet, eo savet ivé râk-tâl va an̄kéniou ; va zreid hô deûz diskaret, hag hô deûz va gwasket ével dindân en̄groez hô frouden.

13. Va hen̄chou hô deûz torret, spiou hô deûz aozet d’in, hag ar gounid a zô bét d’ézhô ; ha dén n’en deûz va c’hennerzet.

14. Ével dré eur vur diskaret, ha dré eunn ôr digor, in̄t en em daolet war-n-oun, hag hô deûz va mac’het em reûz.

15. Da nétrâ ounn deûet ; ével ann avel éc’h eûz kaset va c’hoan̄t ; ha va iéc’hed a zô tréménet ével eur goabren.

16. Hôgen bréma é teû da wévi va éné enn-oun va-unan, hag ann deisiou glac’har a gouéz war-n-oun.

17. A-héd ann nôz eo toullet va eskern gan̄d ar boan ; hag ar ré a zebr ac’hanoun, na gouskon̄t két.

18. Gan̄d ann niver brâz anézhô eo peûr-zevet va zaé ; hag ével pichourel eur c’hougoul hô deûz va strôbet.

19. Ével prî ounn deûet : hén̄vel ounn out poultr hag out ludu.

20. Mé a c’harm ouz-id, ha na zélaouez két ouz-in ; sével a rann, ha na zellez ket ouz-in.

21. Trôet oud, hag oud deûet da véza kriz em c’hén̄ver ; ha gan̄t kaléder da zourn éc’h énébez ouz-in.

22. Va uc’héléet éc’h eûz, ha goudé béza va zavet dreist ann avel, éc’h eûz va brévet.

23. Mé a oar pénaoz éc’h eûz va rôet d’ar marô, é péléac’h eo merket ann tî eûz ar re holl a vév.

24. Koulskoudé na astennez két da zourn évid hô c’holl ; ha mar kouézon̄t, té a denn anézhô a boan.

25. Mé a wélé gwéchall war ar ré a oa glac’haret, ha va c’haloun é dôa truez oud ar paour.

26. Ar mâd a c’hortozenn, hag ann droug a zô deûet d’in : ar goulou a c’hédenn, hag ann dévalien a zô deûet.

27. En̄tanet ounn em c’hreiz héb éhan ; deisiou ar c’hlac’har a zô deûet pa n’hô gédenn két.

28. Trist é kerzenn, hôgen hép frouden ; sével a réann, hag é c’harmenn é-touez ann dûd.

29. Da vreûr ounn bét d’ann aéréven̄t, ha da genvreûr d’ann aotruzed.

30. Va c’hroc’hen a zô deûet dû war-n-oun, ha va eskern a zô bét devet gan̄d ar c’hrouez.

31. Va zélen a zô trôet é keinvan, ha va ogrou é mouesiou klemvanuz.


————


XXXI. PENNAD.


Job a en̄klask hag a rô da anaout hé vuézégez.


1. Eur marc’had em eûz gréat gan̄t va daoulagad, évit na likiinn két zô-kén va c’houn enn eur werc’hez.

2. Râk pé lôd a rôjé Doué d’in diwar-laez, ha pé zigwéz a aotréjé d’in ann Holl-c’halloudek el lec’hiou uc’hel ?

3. Ha na vezô két kollet ar ré fallagr, ha na vézô két distolet ar ré zireiz ?

4. Ha na zell két Doué out va hen̄chou, ha na niver-hén̄ két va holl gamméjou ?

5. Ma em eûz kerzet er balc’hded, ha ma hô deûz hastet va zreid enn drôidel :

6. Ra boézô Doué ac’hanoun enn eur valan̄s reiz, ha ra anavézô va éeunder.

7. Mar d-eo distrôet va c’hamméjou diwar ann hen̄t, ha ma en deûz va c’haloun heûliet va daoulagad, ha ma eo staget eur saotr out va daouarn ;

8. Ra hadinn, ha ra zebrô eunn all, ha ra vézô dic’hrisiennet va gwenn.

9. Mar d-eo bét touellet va c’haloun gan̄d eur c’hrég, ha ma em eûz aozet spiou oud dôr va miñoun ;

10. Ra vézô gwallet va grég gan̄d eunn all, ha ra c’hourvézô ré all war-n-ézhi.

11. Râg eur gwall eo, hag eur fallagriez ar vrasa.

12. Eunn tân eo hag a zev bétég ar c’holl, hag a gâs-da-gét bétég ann divéza c’hrisien.

13. Ma n’em eûz két prizet mon̄d é barn gan̄t va mével ha gan̄t va matez, pa striven̄t ouz-in :

14. Râk pétrâ a rinn-mé pa zavô Doué évit barna ? Ha pa rai goulennou d’in, pétrâ a respoun̄tinn-me d’ézhan̄ ?

15. Ha né két ann hini en deûz va c’hrôuet é kôv va mamm, en deûz ivé hé grouet-hén̄ ; ha né két ann hévélep Doué en deûz hor c’hrouet hon-daou ?

16. Ma em eûz dinac’het d’ar béorien ar péz hô dôa c’hoan̄t da gaout ; ha ma em eûz lékéat daoulagad ann in̄tan̄vez da c’hortozi :

17. Ma em eûz débret va boéd va-unan, ha ma n’en deûz két ivé ann emzivad débret lôd anézhan̄ :

18. (Râg ann truez a zô kresket ganén̄ a vihanik ; ha deûet eo gan-én̄ er-méaz eûz a gôv va mamm.)

19. Ma em eûz lézet da vervel ar ré a oa enn-noaz, hag ar paour a oa diwisk :

20. Ma n’hô deûz két hé gostou va benniget, ha ma né két bét tommet gan̄t kréon̄ va den̄ved :

21. Ma em eûz savet va dourn war ann emzivad, pa en em wélenn zô-kén ar c’hréva é-tâl ar porz :

22. Ra gouézô va skôaz eûz hé framm, ha ra vézô brévet va breac’h gan̄d hé holl eskern.

23. Râk bépréd em eûz doujet Doué ével koummou savet a-ûz d’in, ha n’em eûz két gellet gouzan̄vi hé boéz.

24. Ma em eûz krédet é ve ann aour va ners, ha ma em eûz lavaret d’ann aour ar glana : Té zô va fisian̄s :

25. Ma ounn en em laouénéet gan̄t va madou brâz ha gan̄d al lôd brâz am eûz dastumet gan̄d va daouarn.

26. Ma em eûz sellet ouc’h ann héol pa luc’hé, hag ouc’h al loar pa gerze hag hi skléar-brâz :

7. Ha mar d-eo laouénéet va c’haloun é-kûz, ha ma em eûz kaset va dourn d’am génou évit poki d’ézhan̄ ;

28. Ar péz a zô eur fallagriez ar vrasa, hag ann dinac’h eûz a Zoué ann Uc’hel-meûrbéd :

29. Ma ounn en em laouénéet eûz a goll ann hini a gaséé ac’hanoun, ma em eûz tridet ô welout drouk d’ézhan̄ ;

30. Râk n’em eûz két roet va zéôd da béc’hi ô trouk-prézégi out-han̄.

31. Ma n’hô deûz két lavaret tûd va zelt : Piou a rôi d’é-omp hé gîk évit ma hor bézô hor gwalc’h ?

32. Ann diavésiad né két choumet er-méaz, va dôr a zô bét digor d’ann ergerzer.

33. Ma em eûz kuzet va féc’hed ével eunn dén, ha ma em eûz kuzet em c’hreiz va fallagriez :

34. Ma ounn bét spoun̄tet gan̄d ar strollad brâz a dûd, ma em eûz krénet dirâk dispriz va c’héren̄t-nés ; ha ma n’ounn két tavet hép mon̄d er-méaz eûz ann ôr.

35. Piou a aotréô d’in eur sélaouer, évit ma klevô ann Holl-c’halloudek va ioul ; ha ma skrivô eul levr ann hini a varn :

36. Évit ma touginn anézhan̄ war va skoaz, ha ma hé likiinn enn-drô d’am penn é doaré eur gurunen.

37. Da bép kammed a rinn é livirinn hé c’heriou, hag ével d’am prin̄s é kinniginn anézhan̄.

38. Mar garm va douar em énep, ha mar gwél hé irvi gan̄t-han̄ ;

39. Ma em eûz débret hé frouez héb arc’han̄t, ha ma em eûz glac’haret kaloun ar ré hô deûz hé labouret :

40. Ra vézô d’in dréz é léac’h gwiniz, ha drein é léac’h heiz.


————


DIVEZ GERIOU JOB.


XXXII. PENNAD.


Éliu a damall hé viñouned ô véza n’hô deûz furnez é-béd.


1. Hôgen ann tri dén-zé a éhanas da respoun̄ta, ô véza ma en em gavé gwirion hé-unan.

2. Ha neûzé Éliu, mâb Barac’hel ar Buziad, eûz a wenn Ram, a zavaz droug enn-han̄ a-énep Job, ô véza ma en em lavare gwirion dirâk Doué.

3. Sével a réaz ivé droug enn-han̄ a-énep hé viñouned, ô véza n’hô dôa két kavet a respoun̄t reiz, hôgen m’hô dôa hép-kén tamallet Job.

4. Éliu éta a c’hortozaz m’en dôé komzet Job ; ô véza ma oa ar ré all kôsoc’h égét-han̄.

5. Hôgen pa wélaz pénaoz ann tri all n’hô dôa két gellet respoun̄ta, é savaz drouk brâz enn-han̄.

6. Hag Éliu, mâb Barac’hel ar Buliad, a respoun̄taz, hag a lavaraz : Ar iaouan̄ka ounn, ha c’houi a zô kôsoc’h égéd-oun ; râk-sé em eûz stouet va fenn, ha na grédenn két rei va mouéz.

7. Râk mé a grédé pénaoz eunn oad brasoc’h hô lakajé da gomza, hag ann niver eûz ar bloavésiou a zeskfe d’é-hoc’h ar furnez.

8. Hôgen, war a wélann, ar spéred a zô enn dûd, hag ali ann Holl-c’halloudek a rô ar poell.

9. Né kéd ar ré gôsa a zô ar ré fura ; eur varn vâd na zeû két bépréd eûz a c’hénou eunn dén kôz.

10. Râk-sé é livirinn : Selaouit ac’hanoun, hag é tiskouezinn ivé d’é-hoc’h va furnez.

11. Râk gortozet em eûz hô lavariou, klévet em eûz hô poell, keit ha ma hoc’h eûz strivet :

12. Ha keit ha ma em eûz krédet é lavarac’h eunn dra, é sellenn ouz-hoc’h ; hôgen, war a wélann, hini ac’hanoc’h na hell ken̄drec’hi Job, na respoun̄ta d’hé lavariou :

13. Gan̄d aoun na lavarfac’h : Kavet hon eûz ar furnez ; Doué eo en deûz hé zistolet, né két eunn dén.

14. N’en deûz lavaret nétrâ d’in ; ha na respoun̄tinn két d’ézhan̄ diouc’h hô lavariou.

15. Aoun hô deûz bét, ha n’hô deûz respoun̄tet nétrâ ; hag hî hô deûz tavet.

16. Goudé éta ma em eûz gortozet, ha n’hô deûz két komzet ; ma in̄t choumet a zâ, ha n’hô deûz gréat respoun̄t é-béd :

17. Mé a respoun̄tô d’am zrô, hag a ziskouézô va gwiziégez.

18. Râk mé a zô leûn a lavariou, hag ar spéred a zô enn-oud a wask war-n-oun.

19. Chétu va c’hôv a zô ével gwîn névez héb éar, hag a dorr al listri névez.

20. Komza a rinn, hag éc’h arzaoinn eunn nébeût ; digeri a rinn va muzellou, hag é respoun̄tinn.

21. N’am bézô azaouez évid dén, ha na geidinn két ann dén ouc’h Doué.

22. Râk na ouzoun két pégeit é padinn, ha ma na vézinn két tennet abarz némeûr ac’hann gan̄t va c’hrouer.


————


XXXIII. PENNAD.


Éliu a damall Job da véza en em zavet ouc’h Doué.


1. Sélaou éta, Job, va geriou, ha laka évez out va holl lavariou.

2. Chétu em eûz digoret va génou, ha va zéôd a gomzô fréaz.

3. Eûz a éeunder va c’haloun é teûi va lavariou, ha va muzellou a rôi da anaout eur gwîr gélénadurez.

4. Spéred Doue en deûz va gréat, ha c’houéz ann Holl-c’halloudek en deûz va énaouet.

5. Mar gellez, respoun̄t d’in, ha sâv dira-z-oun.

6. Chétu mé a zô bét krouet gan̄d Doue kerkoulz ha té, ha gan̄d ann hévélep prî ounn bét doaréet.

7. Dré-zé na wéli burzud é béd enn-oun évid da spoun̄ta, ha na vézi két man̄tret gan̄t va displég.

8. Dirâk va diskouarn éc’h eûz komzet, ha da glévet em eûz ô lavarout ar gériou-man̄ :

9. Glân ounn, hag hép gwall ; dinam ounn, ha n’eûz két a fallagriez enn-oun.

10. O véza ma en deûz kavet abek a glemmou enn-oun, dré-zé en deûz krédet é oann énébour d’ézhan̄.

11. Er c’héfiou en deûz lekéat va zreid, out va holl raven̄chou en deûz lékéat évez.

12. É kémen̄t-sé éta na hellez két béza didamallet ; râk mé a respountô d’id pénaoz eo brasoc’h Doue égéd ann dén.

13. Ha striva a ri out-han̄, ô véza n’en deûz két respoun̄tet d’as holl c’heriou ?

14. Doué na gomz néméd eur wéach, na lavar két diou wéach ann hévélep trâ.

15. Enn huvré, er welédigez nôz, pa gouéz ar môred war ann dûd, ha pa gouskon̄t enn hô gwélé ;

16. Neûzé eo é tigor diskouarn ann dûd, hag é tesk d’ézhô ar péz a dléon̄t da c’houzout ;

17. Évit ma pellai ann dén eûz ann droug a helfé da ôber, ha ma tieûbô anézhan̄ eûz ar balc’hder ;

18. Évit tenna hé éné eûz ar vreinadurez ; ha mirout na gouézô hé vuez dindân ar c’hlézé.

19. Hé gastiza a ra c’hoaz gan̄d ar boan enn hé wélé, hag é laka hé holl askern da zizéc’ha.

20. Er stâd-zé eo argarzuz ar bara d’ézhan̄, hag argarzuz d’hé éné ar boéd a gavé mâd ken̄t.

21. Hé gîg a ia-da-gét, hag hé eskern, péré a oa gôlôet, a zô enn noaz.

22. Tôstaad a ra hé éné ouc’h ar vreinadurez hag hé vuez ouc’h ar marô.

23. Mar teû eunn éal étré mil da gomza évit-han̄, ha ma rô da anaout eeunder ann dén ;

24. Doué en dévézô truez out-han̄, hag a lavarô : Dieûb anézhan̄ évit na ziskennô két er vreinadurez ; kavet em eûz léac’h da ôber trugarez d’ézhan̄.

25. Hé gîg a zô éat-da-gét gan̄d hé c’hloasiou, ra zistrôi da zeisiou hé iaouan̄kiz.

26. Pidi a rai Doué, hag hén̄ a vézô trugarek enn hé gén̄ver ; hag ann dén a wélô hé zremm el lévénez, ha Doué a zistôlô d’ézhan̄ hé éeunder ken̄t.

27. Selloud a rai oud ann dûd, hag é lavarô : Péc’het em eûz, gwall-c’hréat em eûz évit-gwir, ha n’ounn két bét kastizet ével ma tellézenn béza.

28. Dieûbet en deûz hé éné, évit n’az ajé két d’ar marô, hôgen ma vévché ha ma wélché ar goulou.

29. Chétu kémen̄d a ra Doué bété teir gwéach é pép-hini,

30. Évit tenna hô énéou eûz ar vreinadurez, hag hô goulaoui eûz a c’houlou ar ré véô.

31. Laka évez, Job, ha sélaou ac’hanoun ; ha tâv en̄dra ma komzann.

32. Hôgen ma éc’h eûz eunn dra-bennâg da lavarout, respoun̄t d’in, komz ; râk mé a fell d’id en em zidamalfez.

33. Ma n’éc’h eûz két, sélaou ac’hanoun ; tâv, ha mé a zeskô d’id ar furnez.


————


XXXIV. PENNAD.


Éliu a damall c’hoaz Job.


1. Éliu ô komza bépréd, a lavaraz ann drâ-man̄ :

2. Tûd fûr, sélaouit va geriou, tûd gwiziek, likid évez ouz-in.

3. Râg ar skouarn a varn ar geriou, ével ma varn ar staon̄ blâz ar boéd.

4. En̄klaskomp pétrâ eo ar reiz, ha gwélomp étré-z-omp pétrâ eo ar gwella.

5. Râk Job en deûz lavaret : Eunn dén gwirion ounn, ha Doué en deûz direizet va barn.

6. Râg é gaou ounn bét barnet ; gan̄t gwall zaésiou ounn bét toullet hép ma em eûz péc’het.

7. Péléac’h éma ann dén hén̄vel out Job, péhini a év ar goapérez ével dour :

8. Péhini a gerz gan̄d ann dud fall, hag a valé gan̄d ar ré fallagr ?

9. Râk lavaret en deûz : Ann dén na vézô két hétuz da Zoué, ha pa gerzché gan̄t-han̄.

10. Dré-zé, tûd kalounek, sélaouit ac’hanoun. Pell éma ann drougiez eûz a Zoué, hag ar fallagriez, eûz ann Holl-c’halloudek.

11. Râk hervez hé ôberiou é rôiô d’ann dén, hag hervez hé hen̄chou é tistolô da bép-hini.

12. Évit-gwîr Doué na varn két enn-aner, hag ann Holl-c’halloudek na zireiz két ar varn.

13. Piou en deûz lékéat enn hé léac’h war ann douar ? Pé piou en deûz lékéat da vestr war ar béd en deûz krouet ?

14. Mar kâs hé galoun étrézég enn-han̄, é tennô d’ézhan̄ hé spéred hag hé alan.

15. Pép kîg a iélô-da-gét kévret, hag ann dén a zistrôiô é ludu.

16. Ma éc’h eûz éta skian̄t-vâd, sélaou ar péz a lévéreur, ha laka évez out va lavar.

17. Ha béz’ é helleur iac’haat ann hini ha na gâr két ar reiz ? Ha pénaoz é tamallez-té ker stard ann hini a zô ker reiz ?

18. Hén̄ péhini a lavar da eur roué : Dén difeiz ; hag a c’halv fallagred ann duged :

19. Péhini n’en deûz két a azaouez évit ar brin̄sed ; ha na anavez két ar mac’her pa striv oud ar paour ; râg hi holl a zô labour hé zaouarn.

20. Hi a varvô râk-tâl, hag é-kreiz ann nôz ar boblou a vézô strafiḻet ; hag hî a iélô ébiou, hag ar mac’her a vézô lamet hép dourn é-béd.

21. Râk daoulagad Doué a zô war hen̄chou ann dûd, hag hén̄ a laka évez oud hô holl gamméjou.

22. Nag ann dévalien, na skeûd ar marô na hell kuza énô ar ré a ra fallagriez.

23. Râk n’éma mui neûzé é galloud ann dén don̄t é barn dirâk Doué.

24. Eul lôd diniver a vrévô, hag é lakai da tével ré all enn hô léac’h.

25. Râg hén̄ a anavez hô ôberiou ; ha dre-zé é tigasô ann nôz, hag hi a vézô brévet.

26. Evel tûd fallagr é skôiô anézhô dirâg ann holl ;

27. Hî péré dré wénded a zô en em dennet diout-han̄, ha né két fellet d’ézhô poella hé holl hen̄chou.

28. Évit ma lakajen̄t da biña étrézég enn-han̄ garmou ar ré baour, ha ma klevche mouéz ar ré a zô enn dienez.

29. Râk ma rô ar péoc’h, piou a damallô anézhan̄ ? Mar kûz hé zremm, piou a zellô out-han̄, ha war ann holl vrôadou, ha war ann holl dud ?

30. Hén̄ eo a laka da réna ann dén pilpouz enn abek da béc’héjou ar bobl.

31. Pa em eûz éta komzet eûz a Zoué, na virinn két ivé ouz-id d’hé ôber.

32. Ma em eûz faziet, desk ac’hanoun ; ma em eûz lavaret traou direiz, na gomzinn mui.

33. Ha Doué a c’hou1ennô koun̄t digan-éz eûz ann dra-man̄, ô véza ma eo dihétet d’id ? Râk té eo éc’h eûz komzet da gen̄ta, ha né két mé eo. Ma anavézéz eunn dra gwelloc’h, komz.

34. Ra gomzô ouz-in ann dud poellek, ha ra zélaouô ac’hanoun ann dén fûr :

35. Hôgen Job en deûz komzet enn eunn doaré diboell, ha n’eûz furnez é-béd enn hé lavariou.

36. Va zâd, arnod Job bétég ann divez ; na éhan két da skei war ann dén fallagr-zé.

37. Râg hén̄ a laka c’hoaz ann drouk-péden war hé béchéjou ; ra vézô trec’het adarré gan-é-omp ; ha neûzé ra c’halvô Doué é barn gan̄d hé lavariou.


————


XXXV. PENNAD.


Éliu a damall Job adarré.


1. Éliu a gomzaz c’hoaz ével-henn :

2. Ha té a gav d’id é vé reiz da vénoz, pa lévérez : Eeunoc’h ounn égéd Doué ?

3. Râk lavaret éc’h eûz : Ar péz a zô reiz na hét két d’id : pé pétrâ a dalvézô d’id mar péc’hann ?

4. Râk-sé é respoun̄tinn d’as lavariou, ha d’as miñouned kerkouls ha d’id.

5. Sâv da zaoulagad étrézeg ann én̄v, ha sell, hag é wéli pénaoz eo uc’héloc’h ann én̄vou égéd-od.

6. Mar péc’hez, pé c’haou a zeûiô d’ézhan̄ ? Ha mar teû da fallagriézou da greski, pétrâ a rî-dé oud Doué ?

7. Hôgen mar d-oud eunn dén gwirion, pétrâ a rôi-dé d’ézhan̄, pé pétrâ a zigémérô-hén̄ eûz da zourn ?

8. Da fallagriez a noazô d’ann dén a zô hén̄vel ouz-id : ha da éeunder a vézô da skoazel da vâb ann dén.

9. Enn abeg d’al lôd brâz eûz ann drouk-prézégerien, é c’harmin̄t ; hag enn abeg da wall nerz bréac’h ann tiran̄ded, é wélin̄t.

10. Ha n’en deûz két lavaret : Péléac’h éma ann Doué péhini en deûz va c’hréat, péhini a laka da gana kanaouennou enn nôz ?

11. Péhini hol laka da véza deskétoc’h égét loéned ann douar, ha gwiziékoc’h égét evned ann én̄v.

12. Neûzé é c’harmin̄t, hag hén̄ na glevô két anézhô, enn abek da rogen̄tez ar ré zrouk.

13. Doué éta na glevo két enn aner, hag ann Holl-c’halloudek a lakai évez oud abek pép-hini.

14. Ha pa éc’h eûz lavaret : Na laka kéd a évez ; barn da-unan dira-z-han̄, ha gortoz-hén̄.

15. Râk na ziskouéz két bréma hé holl frouden, ha na gastiz két ar gwall ôbériou gan̄t garvder.

16. Enn-aner éta é tigor Job hé c’hénou, hag é lavar kémen̄d a c’heriou diwiziek.


————


XXXVI. PENNAD.


Éliu a erbéd Job da ôber hé c’hounid eûz a gastizou Doué.


1. Hag Éliu a lavaraz c’hoaz :

2. Va gouzan̄v eunn nébeût, ha mé a ziskleriô d’id va ménoz ; râk béz’ em eûz c’hoaz da gomza évid Doué.

3. Adaleg ar penn ken̄ta é kémérinn ar péz a ouzonn, hag é tiskouézinn pénaoz va C’hrouer a zô gwirion.

4. Râg gwîr eo pénaoz n’eûz kéd a c’hevier em lavariou, ha mé a ziskouézô d’id pénaoz eo eur wir wiziégez.

5. Doué na zistol két ar ré c’halloudek, ô véza ma eo galloudek hé-unan.

6. Hôgen na zieûb két ar ré fallagr, hag hén̄ a rô hé varn d’ar ré baour.

7. Na dennô két hé zaoulagad diwar ann dén gwirion ; hag hén̄ a laka ar rouéed war hô zrôn da-vikenn, hag a starda anézhô.

8. Ha mar d-éma eur ré-bennâg anézhô er chadennou, ha stardet gan̄t kerdin ar baourén̄tez ;

9. É tiskleriô d’ézhô hô ôberiou, hag hô gwallou, ha penaoz in̄t bét tûd téar.

10. Digeri a rai ivé hô diskouarn évid hô zamallout : hag hén̄ a gomzô out-hô, évit ma tistroin̄t eûz hô fallagriez.

11. Mar sélaouon̄t anézhan̄, ha mar sévénon̄t d’hé c’hér, é tréménin̄t hô holl zeisiou el lévénez, hag hô bloavesiou er c’hloar.

12. Hôgen ma na zélaouon̄t két anézhan̄, é vézin̄t treûzet gan̄d ar c’hlézé, hag é varvin̄t enn hô follen̄tez.

13. Ann douellerien hag ar ré wén a dennô war-n-ézhô buanégez Doué : ha na c’harmin̄t két pa vézin̄t trec’het.

14. Hô éné a varvô er reûz, hag hô buez é-touez ar ré laosk.

15. Tenna a rai ar paour eûz hé an̄ken, hag é tigorô hé skouarn pa zeûi ar c’hlac’har.

16. Da zieûbi a rai éta eûz a c’hénou al loun̄k strîz ha diwéled, évid da lakaad enn éc’honder ; hag éhan da daol a vézé leûn a voéd c’houék.

17. Da géfridi a zô bét barnet ével hini eunn dén fallagr, hôgen ar géfridi hag ar varn a vézô distolet d’id.

18. Na zeûet két éta ar vuanégez da drec’hi ac’hanod, ha d’az lakaad da vac’ha dén : ha na zeûet két al lôd brâz eûz ar rôou d’az distrei.

19. Diskar da vrasder héb en̄krez, hag ar ré a wall-c’hra gan̄d hô ners.

20. Na astenn két ann nôz, évit ma piñô ar boblou enn hé léac’h.

21. Laka évez n’en em rôjez d’ar fallagriez : râk déraouet éc’h eûz d’hé heûlia enn da reûz.

22. Chétu Doué a zô uc’hel-brâz enn hé ners, ha n’eûz lézenner é-béd hén̄vel out-han̄.

23. Piou a hellô en̄klaskout hé hen̄chou ? Pé piou a hell lavarout d’ézhan̄ : Fallagriez éc’h eûz gréat ?

24. Az péz koun penaoz na anavézez két hé ôbériou, péré a zô bét kanet gan̄d ann dûd.

25. Ann holl dûd her gwél, ha pép-hini a zell out-han̄ a bell.

26. Chétu Doué a zô brâz, hag hén̄ a drec’h hor gwiziégez ; diniver eo hé vloavésiou.

27. Hén̄ péhini a zâv ar bannéou glaô, hag a laka da gouéza ann douréier ével froudou,

28. Péré a zivér eûz ar c’hoabr, hag a chôlô kémen̄d a zô dindân-hô.

29. Hén̄ péhini a léd ar c’hoabr, ével da delt d’ézhan̄ :

30. A laka da luc’ha hé c’houlou dreist, hag a ziskouéz gwéled ar môr.

31. Ével-sé é varn ar boblou, hag é rô ar boéd da galz a dûd.

32. Ar goulou a gûz enn he zaouarn, hag é c’hourc’hémenn d’ézhan̄ ma en em ziskouézô adarré.

33. Rei a ra da anaout d’hé viñoun pénaoz ar goulou a zô hé lôd, hag é hellô piña étrézég enn-han̄.


————


XXXVII. PENNAD.


Éliu a gomz diwar-benn galloud ha furnez Doué.


1. Râk-sé é krén va c’haloun, hag é tilamm eûz hé léac’h.

2. Sélaouit gan̄d évez hé vouéz spoun̄tuz, hag ar son a zeû er-méaz eûz hé c’hénou.

3. Lakaad a ra évez out kémen̄d a zô dindân ann én̄vou, hag hé c’houlou a gâs bétég harzou ann douar.

4. Eunn trouz brâz a zavô war hé lerc’h, hag hén̄ a rai kurun gan̄t mouéz hé vrazder, ha pa vézô klevet hé vouéz, na vézô ket gellet hé foella.

5. Doué a vézô souézuz é mouéz hé gurun, hén̄ péhini a ra traou brâz, ha dreist hor skian̄t :

6. Hén̄ péhini a c’hourc’hémenn d’ann erc’h da ziskenni war ann douar, kerkoulz ha da c’hlavéier ar goan̄, ha da zic’hlann ann douréier ;

7. Péhini a laka eunn arouéz é dourn ann holl dûd, évit ma anavézô pép-hini hé ôberiou.

8. Al loen a iélô enn hé doull, hag a choumô enn hé géô.

9. Eûz ar c’hrésteiz é teûi ann arné, hag eûz ann han̄ter-nôz ar iénien.

10. Gan̄t c’houéz Doué é teû da galédi ar skourn, ha goude-zé é teû ann douréier d’en em léda.

11. Ann éd a c’houlenn ar c’hoabr, hag ar c’hoabr a skiñ ar goulou.

12. Hag hî a lûc’h a bép tû, é pé léac’h-bennâg ma hô c’hâs ioul ann hini hô rén, hag hervez ar gourc’hémenn a rô dézhô, war c’horré ann douar,

13. Pé enn eur vreûriez, pé enn hé zouar, pé enn eul léac’h-bennâg all en dévézô hô c’haset enn he drugarez.

14. Laka évez out kémen̄t-man̄, Job ; arzaô, ha sell out burzudou Doué.

15. Ha té a oar peûr en deûz Doué gourc’hémennet d’ar glavéier diskouéza hô goulou d’hô c’hoabr ?

16. Na anavézez-té két hen̄chou brâz hé goabr, hag hé wiziégez klôk ?

17. Ha né két tomm da ziḻad, pa c’houéz avel ar c’hrésteiz war ann douar ?

18. Gréat éc’h eûz martézé gan̄t-han̄ ann én̄vou, péré a zô ker stard hag arem.

19. Diskouéz d’é-omp pétrâ a livirimp d’ézhan̄ ; râk nî a zô gôlôet a dévalien.

20. Piou a zisklériô d’ézhan̄ ar péz a lavarann ? Mar komz dén, é vézô disman̄tret.

21. Hôgen bréma na wélon̄t két ar goulou : tévaad a ra râk-tâl ann éar é koabr, hag eunn avel a dréménô hag a skiñô anézhô.

22. Eûz ann han̄ter-nôz é teû ann aour, hag ar veûleûdi a rôeur da Zoué a laka da gréna.

23. Râk na hellomp két hé boella ével ma eo dléet : brâz eo gan̄d hé varn ha gan̄d hé wirionez ; ha na helleur két komza diwar hé benn.

24. Râk-se é vézô doujet gan̄d ann dûd, ha den é-béd, péger fur-bennâg é kav d’ézhan̄ béza, na grédô selloud out-han̄.


————


XXXVIII. PENNAD.


Doué a gomz out Job hag a zesk anézhan̄.


1. Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Job eûz a eur gorven̄ten, hag a lavaraz :

2. Piou eo hen-nez péhini a vesk aliou mâd gan̄d lavariou diévez ?

3. Laka da c’houriz war da zargreiz ével eunn dén : mé a rai goulennou d’id, ha té a respoun̄tô d’in.

4. Péléac’h édoz pa daolenn diazez ann douar ? Lavar-hén̄ d’in, ma her gwézez.

5. Piou en deûz kéméret hé ven̄t, ma hen anavézez ? Pé piou en deûz astennet eul linen war-n-ézhan̄ ?

6. War bétrâ eo stardet hé zéliou ? Pé piou en deûz lékéat hé véan korn ?

7. Pa veûle kévret ac’hanoun stéred ar min̄tin̄, ha pa en em louénéé holl vugalé Doué ?

8. Piou en deûz lékéat harz oud ar môr, pa zeûé er-méaz ével eûz a gôv hé vamm ?

9. Pa lékéenn war-n-ézhan̄ eur goabren da wisk, hag é lékéenn enn-drô d’ézhan̄ eul lusen é doaré maḻur eur bugel.

10. Va harzou em eûz lékéat war hé drô ; dréfen ha dôriou em eûz lékéat d’ézhan̄ ;

11. Hag em eûz lavaret : Bétég aman̄ éz î, ha n’az î két pelloc’h ; hag aman̄ é torri stambouc’h da goummou.

12. Ha té eo, abaoé ma oud ganet, éc’h eûz gourc’hémennet d’ar wérélaouen, hag éc’h eûz diskouézet hé léac’h da darz-ann-deiz ?

13. Ha té eo éc’h eûz kéméret ann douar dré hé harzou, éc’h eûz hé héjet, ha distolet diout-han̄ ar ré fallagr ?

14. Ann arouéz a vézô névezet ével prî, hag hî a choumô enn hé sâ ével eur zaé.

15. Hô goulou a vézô tennet d’ar ré fallagr, hag hô bréac’h savet a vézô torret.

16. Hag éat oud bété gwéled ar môr ? Ha baléet éc’h eûz é traon̄ al loun̄k ?

17. Ha digoret eo bét d’id dôriou ar marô, ha gwélet éc’h eûz ar persier téval-zé ?

18. Ha séllet éc’h eûz pîz oud héd ann douar ? Lavar d’in pép-trâ, ma anavézez anézhô.

19. Péhini eo ann hen̄t a gâs d’ar goulou, ha péléac’h éma ann dévalien ?

23. Évit ma kasi pép-hini d’hé harzou, ma anavézez ann hen̄t ma kerzon̄t dré-z-han̄.(M).

21. Ha té a wié neûzé é tliez génel (M) ? Ha té a anavézé niver da zeisiou ?

22. Hag éat oud é ten̄zoriou ann erc’h ? Ha gwélet éc’h eûz-té ten̄zoriou ar c’hazarc’h,

23. Em eûz aozet évid amzer ann énébour, évid deiz ann emgann hag ar brézel ?

24. Dre bé hen̄t é teû ar goulou, hag en em rann ar c’hrouéz war ann douar ?

25. Piou en deûz rôet réd d’ar glaô direiz, hag eunn treiz da drouz ar gurun,

26. Évit ma c’hlavché war eunn douar n’eûz dén ébarz (M), enn eunn distrô, é péhini na choum dén é-béd ?

27. Évit ma leûnfé eur vrô fraost ha gwastet, ha ma lakajé da zével géot glâz ?

28. Piou eo tâd ar glaô ? Ha piou en deûz gréat ar bannéou glîz ?

29. A gôv piou eo deûet ar skourn ? Ha piou en deûz ganet ar réô a gouéz eûz ann én̄v ?

30. É doaré mein é teû ann douréier da galédi, ha gorré al loun̄k a zeû da véza stard.

31. Ha té a hellô strolla holl stéred luc’huz ar Pléiadez, pé skiña trô Arkturus ?

32. Ha té eo a zigas stéréden ar min̄tin enn hé amzer, hag a laka da zével stéréden ar pardaez war vugalé ann douar ?

33. Ha té a anavez reiz ann én̄vou, hag a ziskouéz hô ners war ann douar ?

34. Ha té a zavô da vouéz er c’hoabr, ha gôlôet é vézi gan̄t hô douréier stan̄k ?

35. Ha té a gasô ar gurunou, hag éz ain̄t ; hag hî a lavarô d’id pa zistrôin̄t : Chétu nî ?

36. Piou en deûz lékéat ar furnez é kaloun ann dén ? Pé piou en deûz rôet ann anaoudégez d’ar c’hiḻek da gana (M)?

37. Piou a zisplégô reiz ann én̄vou, ha piou a lakai da éhana hô unvaniez ?

38. Pa en em skiñé ar poultr war ann douar ha pa zeué ar moudennou d’en em galédi ?

39. Ha té a gémérô ar preiz évid al léonez, hag a dorrô naoun hé léonédigou,

40. Pa in̄t gourvézet enn hô c’héviou, ha pa aozon̄t spiou enn hô mougéviou.

41. Piou a rô hé boéd d’ar vrân, pa zô éat hé ré vihan diout-hi, ha pa garmon̄t oc’h Doué, ô véza n’hô deûz boéd é-béd (T) ?


————

XXXIX. PENNAD.


Bépréd é komz Doué out Job.


1. Ha té a anavez ar préd é péhini ar gevr-gouéz a zeû da ala war ar rec’hier, ha lékéat éc’h eûz-té évez out ganédigez ar garvézed ?

2. Ha nivéret éc’h eûz-té ar misiou é-pâd péré é tougon̄t, ha gouzoud a réz-té é pé bréd é c’hanon̄t ?

3. Stoui a réon̄t, hag é c’hanon̄t, enn eur iuda.

4. Hô gévrigou a ia kuît diout-hô, hag a ia d’ar peûrvan ; mon̄d a réon̄t er-méaz, ha na zistrôon̄t mui étrézég enn-hô.

5. Piou en deûz lézet da von̄t ann azen gouéz, ha piou en deûz torret hé éréou ?

6. Rôet em eûz eunn tî d’ézhan̄ enn distrô, ha teltou enn eunn douar fraost.

7. Hén̄ a ra goab eûz a strolladou kéar, na glev két mouéz eur mestr krîz.

8. Selloud a ra a bép tû out ménésiou hé beûri, hag é klask dré-holl géot glâz.

9. Ar rinoséros hag hén̄ a fellô d’éz-han̄ da zervicha, ha choum a rai enn da graou ?

10. Ha staga a rî-dé ar rinoséros oud da éré évid ara, hag évid terri moudennou ann traon̄iennou war da lerc’h ?

11. Ha té a fisiô enn hé ners brâz, hag a lézô gan̄t-han̄ da labour ?

12. Ha té a gréd d’id pénaoz é rôiô d’id ar péz éz pézô hadet, hag é leûniô da leûr ?

13. Plû ann otruz a zô hén̄vel out plû ar c’herc’heiz hag ar sparfel.

14. Pa zilez hé viou war ann douar, ha té eo a dommô anézhô er poultr ?

15. An̄kounac’haad a ra-hi pénaoz é hellon̄t béza mac’het gan̄d ann treid, pé béza friket gan̄d al loéned c’houéz.

16. Kriz eo é-kén̄ver hé lâbousédigou, ével pa na ven̄t két d’ézhi ; enn-aner é deûz labouret héb aoun é-béd.

17. Râk Doué n’en deûz két rôet d’ézhi ar furnez ha n’en deûz két rôet d’ézhi ar poell.

18. Mar teû ar préd, é sâv hé ziou-askel ; hag é ra goab eûz a eur marc’h, hag eûz ar marc’hek.

19. Ha té eo a rôiô d’ar marc’h hé ners, pé hel lakai da c’hourrisia ?

20. Hag hé lakaad a rî da lammout ével kiḻeien-raden ? C’houéz hé zifron a zô spoun̄tuz.

21. Gan̄d hé droad é toull ann douar, hag é lamm gan̄d herder : énébi a ra oud ann dûd gan̄d hô armou.

22. N’en deûz aoun é-béd, na grén két râg ar c’hlézé.

23. Ar saésiou a zon war hé drô, ar goafiou hag ar c’hlézéier a skéd a-ziouc’h d’ézhan̄.

21. Éoni a râ, skrija a râ, hag é loun̄k ann douar, ha né két saouzanet gan̄t trouz ann drompiḻou ;

25. Pa glev ar c’horn-boud é lavar : Déomp ; a bell é c’houéz ar brézel, ha mouéz ann duged, hag urc’hérez ann armé.

26. Ha dré da furnez eo en em c’hôlô ar sparfel a blû, enn eur zispléga hé ziou askel war-zû ar c’hrésteiz ?

27. Ha dré da c’hourc’hémenn eo é sâv ann er, hag é laka hé neiz el lec’hiou ar ré uc’héla ?

28. Choum a râ é-kreiz ar vein, war ar ménésiou huel, war ar rec’hier n’eûz dén évit tôstaat out-hô. (T).

29. Ac’hanô é sell oud hé breiz, hag hé zaoulagad hé wél a bell.

30. Hé érédigou a zûn ar goad ; hag é péléac’h-bennâg éz eûz eur chorf-marô, éz â râk-tâl dî.

31. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Job, hag a lavaraz :

32. Ann hini a striv oud Doué, hag hén̄ a dlé éhana ker buan ? Évit-gwîr ann hini a damall Doué, a dlé respoun̄ta d’ézhan̄.

33. Ha Job a respoun̄taz d’ann Aotrou, hag a lavaraz :

34. Pa em eûz komzet gan̄d diévézded, pétrâ a helfenn da respoun̄ta ? Va dourn a likiinn war va génou.

35. Eunn dra em eûz lavaret, hag a garfenn n’am bé két lavaret : hag eunn all c’hoaz, ha na livirinn nétrâ kén.


————

XL. PENNAD.


Doué a gomz c’hoaz out Job.


1. Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Job eûz a eur gorven̄ten, hag a lavaraz :

2. Laka da c’houriz war da zargreiz ével eunn dén : mé a rai goulennou d’id, ha té a respoun̄tô d’in.

3. Ha té a fell d’id kas-da-gét va barn, ha va zamallout, évit da zidamallout da-unan ?

4. Ha béz’ éc’h eûz-té eur vréac’h ével Doué, ha da vouéz hag hî a râ kurun ével hé hini ?

5. Laka skéd war da drô, pîñ war eunn trôn uc’hel, béz leûn a c’hloar, ha gwisk diḻad eûz ar ré gaéra.

6. Disman̄tr ar ré rog enn da frouden, hag izéla gan̄d eur sell ar ré valc’h.

7. Sell oud ann holl ré rog, ha diskar-hi, ha mâc’h ar ré fallagr enn hô léac’h.

8. Kûz-hi holl er poultr, ha taol hô fenn er béz :

9. Ha mé a an̄savô pénaoz da zourn déou a hell da zavétei.

10. Chétu Béhémot em eûz gréat gan-éz, a zebr foenn ével ann éjenn.

11. Hé gréfder a zô enn hé zigroazel, hag hé ners é bégel hé gôv.

12. Sével a râ hé lôst ével eur wézen-sedr, nervennou hé zaou-gell a zô gwéet ann eil gan̄d égilé.

13. Hé eskern a zô ével kaniou arem, hag hé vigourn ével lammennou houarn.

14. Hén̄ eo ar penn eûz a hen̄chou Doué ; ann hini en deûz hé c’hréat, a rénô hé glézé.

15. Ar ménésiou a zigas géot d’éz-han̄ ; holl loéned ar parkéier a c’hoari war hé drô.

16. Enn dishéol é kousk, é-touez ar raoz, hag é lec’hiou leiz.

17. Ann dishéol a c’hôlô hé zishéol, hag haleg ar froud a zô war hé drô.

18. Éva a rai eur ster, ha na vézô két souézet ; hén̄ a grédô zô-kén é helfé rédeg ar Jourdan enn hé c’hénou.

19. Kéméret é vézô dré ann daou-lagad ével eur pésk gan̄d eunn higen ; ha toullet é vézô hé zifron gan̄d eur peûl.

20. Ha té a hellô paka Léviatan gan̄d ann higen, hag éréa hé déôd gan̄d eur gorden.

21. Lakaad a rî-dé eur minouer oud hé frî, pé é toulli hé garvan évit lakaat eul lagaden ?

22. Hag hén̄ a bédô kaer ac’hanod, hag a lavarô d’id komsiou sioul ?

23. Hag hén̄ a rai marc’had gan-éz, ha té a zigémérô anézhan̄ da sklâv da-vikenn ?

24. Ha té a c’hoariô gan̄t-han̄ ével gan̄d eul labous, pé é éréi anézhan̄ évid da vitisien ?

25. Lakaad a rî-dé da viñouned d’hé drouc’ha, hag ar varc’hadourien d’hé zispenna a dammou ?

26. Ha té a leûniô ar rouéjou gan̄d hé groc’hen, ha kélorn ar pésked gan̄d hé benn ?

27. Laka da zourn war-n-ézhan̄ ; az péz koun eûz ar brézel, ha na gomz mui.

28. Touellet é vézô enn hé c’héd, hag é vézô-diskaret dirâg ann holl.


————


XLI. PENNAD.


Doué a gomz bépréd out Job.


1. Na hég két anézhan̄ dré grisder ; râk piou a hell énébi out va dremm ?

2. Piou en deûz rôet d’in da gen̄ta, évit ma tistolinn d’ézhan̄ ? Kémen̄d a zô dindân ann én̄v a zô d’in.

3. Na esperninn két anézhan̄, na ners hé c’heriou, na stardder hé bédennou.

4. Piou a rôiô da anaout koc’hen hé wisk ? Ha piou a iélô é diabarz hé c’hénou ?

5. Piou a zigorô dôriou hé garvan ? Éma ar spoun̄t war-drô d’hé zen̄t.

6. Hé gorf a zô hén̄vel out tirennou arem teûz, gôlôet a skan̄t stard ann eil oud égilé.

7. Ann eil a zô unanet gan̄d égilé, ha na drémen két zô-kén eunn aézen étré-z-hô.

8. Ann eil a zô frammet gan̄d égilé ; en em zerc’hel a réon̄t, hép ma helleur hô diframma.

9. Pa zeû da stréfia, é taol skédou tân ; hé zaoulagad a zô ével goulou tarz-ann-deiz.

10. Eûz hé c’hénou é teû kleûzeûriou, ével goulaouennou-brâz hag hî béô.

11. Eûz hé zifron é teû môged, ével eûz a eur pôd pa verv.

12. Hé alan a laka ann tân da gregi er glaou, hag ar flamm a zeû er-méaz eûz hé c’hénou.

13. Enn hé c’houzoug é choum ann ners, hag ann diénez a ia enn hé raok.

14. Izili hé gorf a zô frammet ann eil enn égilé ; na pa gouézc’hé ar gurun war-n-ézhan̄, na finvché két eûz hé léac’h.

15. Kaled eo hé galoun ével ar méan ; en em starda a râ ével anneô eûr gôf.

16. Pa vézô savet, ann élez hô dévézô aoun, hag enn hô spoun̄t en em c’hlanin̄t.

17. Ar c’hléze a skôiô gan̄t-han̄ na hellô két padout, nag ar goaf, nag ann harnez :

18. Râg hén̄ a zellô ann houarn ével ar c’hôlô, hag ann arem ével koat brein.

19. Ar gwaréger n’hel lakai két da déc’hout, mein ar vatalm a drô évit-han̄ é plouz.

20. Ar morzol a vézô évit-han̄ ével eur blouzen, hag hén̄ a rai goab eûz ar goaf a vézô héjet dira-z-han̄.

21. Dindan-han̄ é vézô bannou ann héol, hag hén̄ a gerzô war ann aour ével war ar fank.

22. Lakaad a rai ann dour da virvi er môr doun ével enn eur pôd, hén̄vel hel lakai oud eul léstrad trét hag a verv.

23. Ann hen̄t a luc’hô war hé lerc’h, gwenn-kann é vézô al loun̄k da wélout.

24. N’eûz galloud é-béd war ann douar a helfé béza hével out hé c’halloud, pa eo bét gréat évit na zoujô nétrâ.

25. Kémen̄d a zô uc’hel a wél ; roué eo war holl vipien ar balc’hdér.


————


XLII. PENNAD.


En em izélaat a ra Job dirâg ann Aotrou. Hé varô.


1. Ha Job a respoun̄taz d’ann Aotrou, hag a lavaraz :

2. Mé a oar pénaoz é hellez pép-trâ, ha n’eûz ménoz é-béd kuzet d’id.

3. Piou eo hen-nez, péhini a gûz ar c’huzul hép gwiziégez ? Râk-sé em eûz komzet gan̄d diévézded, hag eûz a draou a oa kalz dreist va gwiziégez.

4. Sélaou, hag é komzinn ; mé a rai goulennou d’id, ha té, respoun̄t d’in.

5. Gan̄t va skouarn em bôa da glevet, hôgen bréma az gwélann gan̄d va lagad.

6. Râk-sé en em damallann va-unan, hag é rann pinijen er poultr hag el ludu.

7. P’en dôé ann Aotrou komzet enn doaré-zé out Job, é lavaraz da Élifaz, ann Témaniad : Saved eo va frouden ouz-id, hag oud da zaou viñoun, ô véza n’hoc’h eûz két komzet dira-z-oun gan̄t reizded, ével va zervicher Job.

8. Kémérid éta seiz tarô, ha seiz tourz, hag ît da gavout va zervicher Job, ha kinnigit-hô évid-hoc’h é sakrifiz-losk ; hôgen va zervicher Job a bedô evid-hoc’h : gan̄t trugarez é sellinn out-han̄, évit na vézô két tamallet d’é-hoc’h ann diboell-zé ; râk n’hoc’h eûz két komzet dira-z-oun gan̄t reizded, ével va zervicher Job.

9. Élifaz, ann Témaniad, ha Baldad, ar Suhiad, ha Sofar, ann Naamatiad, a iéaz éta, hag a réaz ével m’en dôa ann Aotrou lavaret d’ézhô ; hag ann Aotrou a zellaz gan̄t trugarez out Job.

10. Ann Aotrou a zistrôaz ivé out pinijen Job, pa bédé hé-man̄ évid hé viñouned : hag ann Aotrou a zistolaz da Job ar péz en doâ ken̄t, daou-c’hémen̄d-all.

11. Hôgen hé holl vreûdeûr, hag hé holl c’hoarézed, hag ar ré holl hô dôa hé anavézet ken̄t, a zeûaz d’hé gavout, hag a zebraz gan̄t-han̄ enn hé dî ; hag hî a ziskouézaz ann truez hô dôa out-han̄, hag a zic’hlac’haraz anézhan̄ eûz ann holl zroug en dôa digaset Doué d’ézhan̄ ; hag hî a rôaz d’ézhan̄ péb a zan̄vad, ha péb a lagaden-skouarn aour.

12. Ann Aotrou a vennigaz ivé Job enn hé stâd divéza muioc’h égéd enn hé stâd gen̄ta : râg hén̄ en dôe pévarzék mil dan̄vad, ha c’houec’h mil kan̄val, ha mil koubl éjenned, ha mil azénez.

13. Béz’ eo dôé ivé seiz mâb, ha teir merc’h.

14. Hag hén̄ a c’halvaz ann hini gen̄ta Deiz, hag ann eil Kasia, hag ann drédé Kornustibi.

15. Râk na oé két kavet enn douar holl merc’hed ker kaer ha merc’hed Job : hag hô zâd a rôaz d’ézhô hô lôd enn hé zigwéz, ével d’hô breûdeûr.

16. Hôgen Job a vévaz goudé-zé seiz-ugen̄t vloaz ; hag hén̄ a wélaz hé vipien, ha mipien hé vipien bétég ar pévaré rumm ; hag hén̄ a varvaz kôz-brâz ha leûn a zeisiou.