Bibl/Levr Néhémias

Eus Wikimammenn
< Bibl
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 550-580)



LEVR NÉHÉMIAS.


ANN EIL EUZ A ESDRAS.


————


I. PENNAD.


Glac’har Néhémias ; béden da Zoué.


1. Geriou Néhémias, mâb Helc’hias. Ha c’hoarvézet eo bét é miz kasleu, enn ugen̄tved bloaz, pa édonn é kastel Susis.

2. Hanani, unan eûz va breûdeûr, a zeûaz, hén̄ ha tûd eûz a Juda ; ha me a c’houlennaz kélou digan̄t-hô eûz ar Iuzevien a oa choumet goudé ar sklavérez, hag a oa c’hoaz béô, ha diwar-benn Jéruzalem.

3. Hag hî a lavaraz d’in : Ar ré a zô choumet goudé ar sklavérez, hag a choum c’hoaz er vrô, a zô enn eur c’hlac’har vrâz, hag enn eunn dismégan̄s vrâz ; mûr Jéruzalem a zô freûzet, hag hé fersier a zô bét dévet gan̄d ann tân.

4. Pa gléviz ar geriou-zé, éc’h azéziz, é wéliz, hag é riz kaon̄ é-pâd meûr a zervez ; iuna a rîz, hag é pédiz dirâk Doué ann én̄v.

5. Hag é liviriz : Mé az péd, Aotrou Doué ann én̄v, té péhini a zô brâz hag estlammuz, té péhini a vîr da gévrédigez ha da drugarez é-kén̄ver ar ré az kâr hag a vîr da c’hourc’hémennou ;

6. Ra zélaouô da ziskouarn, ha ra zellô da zaoulagad, évit ma klevi péden da zervicher, ar béden a rann hiriô dira-z-oud nôz-deiz, évit bugalé Israel da zervicherien. Mé a anavez ar béc’héjou hô deûz gréat bugalé Israel enn da énep ; mé ha tî va zâd hon eûz péc’het.

7. Touellet omp bét gan̄d ann didalvédigez, ha n’hon eûz két miret da c’hourc’hémennou, ha da lidou, ha da varnédigézou, hervez ma éc’h eûz hô gourc’hémennet da Voizez, da zervicher.

8. Az péz koun eûz ar gér éc’h eûz rôet da Voizez da zervicher, ô lavarout : Pa hô pézô torret va lézen, mé hô skiñô é-mesk ar boblou :

9. Ha mar tistrôit étrézég enn-oun, ha mar mirit va c’hélennou, ha mar sévénit anézhô, ha pa vec’h bét kaset bété penn ar béd, mé hô strollô ac’hanô, hag hô tigasô d’al léac’h em eûz dilennet évit ma choumché énô va hanô.

10. Hag ar ré-man̄ eo da zervicherien, ha da bobl, éc’h eûz dasprénet gan̄d da c’halloud brâz, ha gan̄d da zourn kré.

11. Mé az péd, Aotrou, bézet évésiek da skouarn da béden da zervicher, ha da béden da zervicherien, péré a zouj da hanô ; ha rén hiriô da zervicher, ha rô d’ézhan̄ trugarez dirâg ann dén-zé : râk mé a oa kôper ar roué.


————


II. PENNAD.


Néhémias a zistrô da Jéruzalem, hag a laka da zével hé muriou.


1. Hôgen é mîz Nisan, enn ugen̄tved bloaz eûz ar roué Artaksersez, é oé kaset gwîn dirâg ar roué : ha mé a géméraz ar gwîn, hag her rôaz d’ar roué ; ha mé a oa ével eun̄n dén doaniet dira-z-han̄.

2. Hag ar roué a lavaraz d’in : Pérâg ef-hén̄ kenn trist da zremm, pa n’az kwélann két klan̄v ? Né két kémen̄t-sé enn-aner ; hôgen na ouzoun két pétrâ a zô enn da galoun. Ha mé em bôé eunn aoun vrâz-meûrbéd :

3. Hag é liviriz d’ar roué : O roué, bév da vikenn : pérâg na vé két trist va dremm, pa eo dizud ar géar m’éma enn-hi bésiou va zadou, ha pa eo bét dévet hé fersier gan̄d ann tân.

4. Hag ar roué a lavaraz d’in : Pétrâ a c’houlennez-té digan-én̄ ? Hag é pédiz Doué ann én̄v ;

5. Hag é liviriz d’ar roué : Mar kâv mâd ar roué, ha mar d-eo hétuz da zervicher dira-z-oud, va c’hâs d’ar Judéa, da géar bésiou va zadou, évit ma savinn anézhi a névez.

6. Hag ar roué a lavaraz d’in, hag ivé ar rouanez péhini a oa azézet enn hé gichen : Pégeid amzer é vézi-dé enn hen̄t, ha peûr é tistrôi ? Hag ar roué her c’havaz mâd, hag a gasaz ac’hanoun, goudé m’am bôé merket d’ézhan̄ ann amzer.

7. Ha mé a lavaraz c’hoaz d’ar roué : Mar kav mâd ar roué, rôet d’in lizéri évid ann duged eûz ar vrô enn tû all d’ar ster, évit ma lézin̄t ac’hanoun da dréménout, kén na vézinn éat er Judéa :

8. Hag ivé eul lizer évid Asaf, diwaller koat ar roué, ma rôi d’in koat évit ma hellinn gôlei dôriou touriou ann tî, ha muriou kéar, hag ann tî é péhini éz inn. Hag ar roué hen aotréaz d’in, ô véza ma oa mâd dourn va Doué war-n-oun.

9. Ha mé a iéaz da gavout duged ar vrô enn tû all d’ar ster, hag é rôiz d’ézhô lizéri ar roué. Hôgen ar roué en dôa kaset gan-én̄ prin̄sed, tûd-a-vrézel, ha marc’heien.

10. Pa glévaz kémen̄t-sé Sanaballat ann Horonitad, ha Tobias ar servicher hag ann Ammonitad, é oen̄t glac’haret-brâz, ô véza ma oa deûet eunn dén a glaské eûr-vâd bugalé Israel.

11. Ha mé a iéaz da Jéruzalem, hag a choumaz énô a-héd trî dervez.

12. Ha mé a zavaz a-héd ann nôz, ha nébeûd a dûd gan-én̄ ; ha na liviriz da zén ar péz en dôa lékéat ann Aotrou em penn da ôber é-kén̄ver Jéruzalem ; ha né oa énô marc’h é-béd gan-én̄, néméd ann hini war béhini é oann azézet.

13. Ha mé a iéaz héd ânn nôz dré zôr ann draon̄ien, ha dirâk feun̄teun ann aer, hag é-tal pors ann teil, hag é selliz out mûr Jéruzalem a oa diskaret, hag oud hé fersier a oa dévet gan̄t ann tân.

14. Neûzé éz iz ac’hanô da borz ar feun̄teun, ha da zân-dour ar roué ; ha na oa két énô a léac’h évit treûzi gan̄d ar marc’h war béhini édoun azézet.

15. Hag é piñiz, en̄dra ma oa c’hoaz nôz, dré ar froud, hag é selliz oud ar vûr, hag é teûiz adarré da borz ann draon̄ien, hag é tistrôîz.

16. Koulskoudé pennou-kéar na wien̄t két péléac’h é oann éat, na pétrâ a réann ; ha bété neûzé n’em bôa disklériet nétrâ d’ar Iuzevien, na d’ar véleien, na d’ar ré vrâz, na da bennou-kéar, na d’ar ré all péré a réné al labour :

17. Hag é liviriz d’ézhô : C’houi a anavez ar c’hlac’har é péhini émomp, dré ann abek ma eo dizud Jéruzalem, ha ma eo bét dévet hé fersier gan̄d ann tân : deûit, ha savomp a névez muriou Jéruzalem, évit na vézimp mui er vézégez.

18. Ha me a rôaz da anaout d’ézhô pénaoz dourn va Doué a oa bét mâd em c’hén̄ver, hag ar geriou en dôa lavaret ar roué d’in, hag é liviriz dézhô : Déomp, ha savomp a névez ar muriou. Hag hô daouarn a grévaaz er mâd.

19. Pa glévaz kémen̄t-sé Sanaballat, ann Horonitad, ha Tobias ar servicher, ann Ammonitad, ha Gosem ann Arabiad, é réjon̄t goab ac’hanomp, é tisprizchont ac’hanomp, hag é léverchon̄t : Pétrâ a rît-hu azé ? Ha na zispac’hit-hu két oud ar roué ?

20. Ha mé a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Doué ann én̄v eo a gen-nerz ac’hanomp, ha ni a zô hé zervicherien ; déomp, ha savomp a névez ar muriou ; hôgen c’houi n’hoc’h eûz na lôd, na gwîr, na koun é Jéruzalem.


————


III. PENNAD.


Nivérérez ar ré a zaô a névez muriou Jéruzalem.


1. Neûzé Éliasib, ar bélek-brâz, a zavaz, hag hé vreûdeûr ar véleien, hag é savchon̄t porz ann dén̄ved ; hé san̄téla a réjon̄t, hag é savchon̄t hé fersier, ô san̄téla anézhô, bété tour ar c’han̄t ilinad, bété tour Hananéel.

2. Ha war harz d’ézhan̄ é labouraz mipien Jérikô ; hag ivé enn tû all Zac’hur, mâb Amri.

3. Hôgen mipien Asnaa a zavaz porz ar pésked : hé dei a réjon̄t hag é lékéjon̄t out-han̄ stalafiou, ha potennou, ha barrou. Ha Marimut, mâb Urias, mâb Akkus, a labouraz enn hô c’hichen.

4. Hag enn hé gichen é labouraz Mosollam, mâb Barac’hias, mâb Bésézébel ; hag enn hô c’hichen, Sadok, mâb Baana.

5. Ha mipien Tékua a labouraz é-kichen ar ré-man̄ ; hôgen ar ré vrâz anézhô na fellaz két d’ézhô pléga hô gouzoug da labour hô Aotrou :

6. Ha Joiada, mâb Faséa, ha Mosollam, mâb Bésodia, a zavaz ar porz kôz : hé dei a réjon̄t, hag é lékéjon̄t out-han̄ stalafiou, ha potennou, ha barrou.

7. Ha Meltias ar Gabaonit, ha Jadon ar Méronatit, péré a oa eûz a C’habaon hag eûz a Vasfa, a labouraz é-kichen ar ré-man̄, dirâk ar réner a oa enn tû all d’ar ster.

8. Hag enn hé gichen é labouraz Éziel, mâb Araia, ann orféber ; hag é-kichen hé-man̄ é labouraz Ananias, mâb eul louzaouer ; hag hî a lézaz Jéruzalem bété mûr ar ru vrâz.

9. Hag enn hé gichen é labouraz Rafaia, mâb Hur, prin̄s eur pann eûz a Jéruzalem.

10. Hag enn hé gichen é labouraz Jédaia, mâb Haromaf, hag é-kén̄ver hé dî ; hag é-kichen hé-man̄ é labouraz Hattus, mâb Hasébonias.

11. Mélc’hias, mâb Hérem, hag Hasub, mâb Fahat-Moab, a zavaz ann han̄ter eûz a eur ru, ha tour ar fourniou.

12. Hag é kichen hé-man̄ é labouraz Sellum, mâb Alohez, prin̄s eunn han̄ter bann eûz a Jéruzalem, hén̄ hag hé verc’hed.

13. Hanun ha tûd Zanoé a zavaz porz ann draon̄ien ; hé zével a réjon̄t hag é lékéjon̄t out-han̄ stalafiou, ha potennou, ha barrou, hag ivé mil ilinad a vûr bété porz ann teil.

14. Melc’hias, mâb Réc’hab, prin̄s eûz a bann Bétac’haram, a zavaz porz ann teil ; hé zével a réaz hag é lékéaz out-han̄ stalafiou, ha potennou, ha barrou.

15. Sellom, mâb Kolhoza, prin̄s pann Masfa, a zavaz porz ar feun̄teun : hé zével a réaz, hé dei a réaz hag é lékéaz out-han̄ stalafiou, ha potennou, ha barrou, hag ivé muriou al lenn hanvet Siloé, a-héd garz ar roué bétég ann dérésiou dré béré é tiskenneur eûz a géar David.

16. Goudé hé-man̄ é labouraz Néhémias, mâb Azbok, prin̄s ann han̄ter eûz a bann Betsur, bété war-harz béz David, ha bétég al lenn a oa bét gréat gan̄d eul labour brâz, ha bété tî ar c’hréou.

17. Goudé hé-man̄ é labouraz al Lévited, ha Réhum, mâb Benni : ha goudé hé-man̄ Hasébias, prin̄s han̄ter bann Seila, enn hé bann hé-unan.

18. Goudé hé-man̄ é labouraz hé vreûdeûr, ha Bavai, mâb Énadad, prin̄s han̄ter bann Seila.

19. Hag enn hé gichen é labouraz Aser, mâb Josué, prin̄s Masfa, hag é savaz eunn eil ven̄t, râg-énep da gréac’h ar c’horn kré.

20. Goudé hé-man̄ é labouraz Barac’h, mâb Zac’hai, war eunn eil rann, adalég ar c’horn, bété dôr tî Eliasib, ar bélek-brâz.

21. Goudé hé-man̄ é labouraz Mérimut, mâb Urias, mâb Hakkus, war eunn eil rann, adalek dôr tî Éliasib, bété penn tî Éliasib.

22. Goudé hé-man̄ é labouras ar véleien, péré a oa é kompézennou ar Jourdan.

23. Goudé hé-man̄ é labouraz Ben̄jamin hag Hasub é-kén̄ver hô zî : ha goudé hé-man̄ é labouraz Azarias, mâb Maasias, mâb Ananias, é kén̄ver hé dî.

24. Goudé hé-man̄ é labouraz Bennui, mâb Hénadad, eunn eil ven̄t, adalek tî Azarias bétég ann distrô, ha bétég ar c’hon̄.

25. Falel, mâb Ozi, oud ann distrô hag ann tour a zâv eûz a dî uc’hel ar roué, da lavaroud eo a-héd porched ar vâc’h. Goudé hé-man̄ Fadaia, mâb Faros.

26. Hôgen ann Natinéed a choumé é Ofel bété râg-énep da borz ann doureier, war-zû ar sâv-héol, ha bétég ann tour péhini a oa war ziavéaz.

27. Goudé hé-man̄ é labouraz mipien Tékua eunn eil ven̄t dirâg, adaleg ann tour brâz a oa war ziavéaz, bété mûr ann templ.

28. Hôgen ar véleien a labouraz ouc’h-kréac’h, adaleg porz ar c’hézek, pép-hini dirâg hé dî.

29. Goudé ar ré-man̄ é labouraz Sadok, mâb Emmer, dirâg hé dî. Ha goudé hé-man̄ é labouraz Sémaia, mâb Séc’hénias, diwaller pors ar sâv-héol.

30. Goudé hé-man̄ é labouraz Hanania, mâb Sélémias, hag Hanun, c’houec’hved mâb Sélef, eunn eil ven̄t ; ha goudé hé-man̄ é labouraz Mosollam, mâb Barac’hias, dirâk ann orféber, bété tî ann Natinéed hag ann dakonerien, war-harz porz ar varnerien, ha bété kambr ar c’hon̄.

31. Hag a-héd kambr ar c’hon̄, hag out porz ann tropel, é labouraz ann orféberien hag ar varc’hadourien.


————


IV. PENNAD.


Énébourien ar Iuzévien a fell d’ézhô miroud out-hô na zavchent a névez Jéruzalem.


1. Hôgen pa glevaz Sanaballat pénaoz é savemp ar vûr a névez, é savaz drouk-brâz enn-han̄ ; hag enn hé déarded, é réaz goab eûs ar Iuzévien ;

2. Hag é lavaraz dirâg hé vreûdeûr, ha dirâg eul lôd brâz eûs a Zamaritaned : Pétrâ a râ ar gôz Iusévien-zé ? Hag hô lézel a rai ar boblou da ôber ? Hag hî a rai hô sakrifisou, hag hô peûr-c’hrai enn eunn dervez ? Hag hî a hellô laboura gan̄t mein, a zô bét lékéat gan̄d ann tân enn eur bern ludu ?

3. Ha Tobias ann Ammoniad, a oa tôst d’ézhan̄, a lavaraz : Labouren̄t ; mar teû eul louarn, é lamô dreist hô mûr véan.

4. Sélaou, hon Doué, râk goap a réer ac’hanomp (T) ; trô ann dismégan̄s war hô fenn, ha laka anézhô da véza goapéet é douar hô sklavérez.

5. Na c’hôlô két hô fallagriez, ha na vézet két lamet hô féc’hed a zirâg da zremm, ô véza ma hô deûz gréat goab eûz al labourerien.

6. Ével-sé é assavchomp ar vûr, hag é aozchomp anézhi holl bétég ann han̄ter, ha kaloun ar bobl en em gen̄traouaz d’al labour.

7. Hôgen pa glevaz Sanaballat, ha Tobias, hag ann Arabied, hag ann Ammonited, hag ann Azotied, pénaoz é oa serret gouli mûr Jéruzalem, ha pénaoz éz édot oc’h aoza ann difreûzou, é savaz eunn drouk-brâz enn-hô.

8. Hag hî en em strollaz kévret évid don̄d da stourmi out Jéruzalem, hag aoza spiou d’é-omp.

9. Neûzé é pédchomp hon Doué, hag é lékéjomp gwarded war ar vûr nôz-deiz évid énébi out-hô.

10. Hôgen Judas a lavaraz : Ann dougerien a zô skuîz ha kalz a brî a zô hag ével-sé na hellimp két sével ar vûr.

11. Hag hon énébourien a lavaraz : Na wézen̄t ha na gleven̄t nétrâ, kén na zeûimp enn hô mesk, hag é lazimp anézhô, hag é lakaimp al labour da éhana.

12. Hôgen ar Iuzevien péré a choumé é-touez ann dûd-zé, ô véza deûet, hag ô véza lavaret kémen̄t-sé d’é-omp dék kwéach, eûz ann holl lec’hiou eûz a béré é oan̄t deûet étrézég enn-omp ;

13. É likiiz ar bobl dré ren̄kad a-héd hag adrén̄ d’ar vûr, gan̄d hô c’hlézéier, hag hô gwafiou, hag hô gwarégou.

14. Ha goudé béza évéséet-mâd, é saviz, hag é liviriz d’ar ré vrâz, ha d’ar rénerien, ha d’ar ré all eûz ar bobl : Na spoun̄tit két ra-z-hô ; hô pézet koun pénaoz eo brâz ha galloudek ann Aotrou ; ha stourmit evid hô preûdeûr, évid hô mipien, évid hô merc’hed, évid hô kragez, hag évid hô tiez.

15. Hôgen pa glevaz hon énébourien pénaoz é oa bét diskuliet kémen̄t-sé d’é-omp, Doué a vévézaz hô dézô. Hag é tistrôjomp holl d’ar muriou, pép-hini d’hé labour.

16. Hag adaleg ann deiz-zé ann han̄ter eûz ann dûd-iaouan̄k en em rôé d’al labour, hag ann han̄ter all a oa daré d’ar brézel, gan̄d hô gwafiou, hô zirennou, hô gwarégou, hag hô harnézou, hag hô frin̄sed war hô lerc’h é holl dî Juda.

17. Ar ré a zavé ar vûr, hag ar ré a sougé ar bec’hiou, hag ar ré a gargé anézhô, a réa hô labour gan̄d eunn dourn, hag a zougé hô c’hlézé gan̄d ann dourn all :

18. Râg ar ré holl a labouré, a zougé hô c’hléze oud hô gouriz : hag hi a labouré, hag a zoné ar c’horn-boud dira-z-oun.

19. Ha mé a lavaraz d’ar ré-vrâz, ha d’ar rénerien, ha d’ar ré all eûz ar bobl : Eul labour brâz eo hag ec’hon, ha nî a zô aman̄ a-héd ar vûr pell ann eil diouc’h égilé.

20. E pé léac’h-bennâg ma klevet son ar c’horn-boud, rédit di étrézég enn-omp : hon Doué a stourmô évid-omp.

21. Hôgen nî, gréomp al labour ; hag ann han̄ter ac’hanomp douget ar gwâf, adalek goulou-deiz bété ma savô ar stéred.

22. Enn amzer-zé é liviriz ivé d’ar bobl : choumet pép-hini gan̄d hé baotr é-kreiz Jéruzalem, ma hellimp laboura nôz-deiz pép-hini d’hé drô.

23. É-ken̄ver mé ha va breûdeûr, ha va faotred, hag ar gwarded a oa war va lerc’h, na zilézemp két hon diḻad, néméd évid en em walc’hi.


————


V. PENNAD.


Aliou Néhémias d’ar ré binvidik.


1. Neûzé ar bobl, hag hô gragez ar réaz klemmou brâz a-éneb ar Iuzevien hô breûdeûr.

2. Ha lôd anézhô a lavaré : Ré a vipien hag a verc’hed hon eûz, kéméromb évit-hô évit ma hellimp dibri ha béva.

3. Lôd all a lavaré : Gwéstlomp hor parkéier, hor gwiniennou, hag hon tiez, évit ma hor bézô éd é-pâd ann naounégez.

4. Ha lôd all a lavaré : Emprestomp arc’han̄t évit paéa tellou ar roué, ha rôomp hor parkéier hag hor gwiniennou.

5. Ha bréma hor c’hîg a zô ével kîg hor breûdeûr ; hag hor mipien ével hô mipien ; ha chétu é lékéomp é gwazoniez hor mipien hag hor merc’hed, ha lôd eûz hor merc’hed a zô é sklavérez, ha n’hon eûz két péadrâ d’hô daspréna ; râg hor parkéier, hag hor gwiniennou a zô é pers ar ré all.

6. Drouk-brâz a zavaz enn-oun pa hô c’hleviz ô krôza enn doaré-zé.

7. Ober a riz va sonj gan-en (T), hag é ten̄siz ar ré vrâz hag ar rénerien, hag é liviriz d’ézhô : Ha c’houi a gémer kampi digan̄d hô preûdeûr ? Ha mé a zavaz eur strollad brâz enn hô énep,

8. Hag é liviriz d’ézhô : Nî, ével ma ouzoc’h, hon eûz dasprénet diouc’h hor galloud hor breûdeûr ar Iuzevien, péré a oa bét gwerzet d’ar brôadou ; ha bréma éta é werzot-hu hô preûdeûr, ha nî eo hô dasprénô ? Hag hî a davaz, ha na gavchon̄t gér é-bed da lavarout.

9. Ha mé a lavaraz d’ézhô : Né két mâd ar péz a rit : pérâk na gerzit-hu két é doujan̄s hon Doué, gan̄d aoun na vemp tamallet gan̄d ar brôadou a zô da énébourien d’é-omp ?

10. Mé, ha va breûdeûr, ha va faotred, hon eûz préstet da galz, arc’han̄t hag éd ; aotréid d’é-omp holl, na c’houlennimp nétrâ digan̄t-hô, ha ma lézimp gan̄t-hô ar pez a dléon̄t d’é-omp.

11. Distaolit éta d’ézhô hiriô hô farkéier, hag hô gwiniennou, hag hô gwéz-olived, hag hô ziez ; rôit zô-kén évit-hô ar c’han̄tved eûz ann arc’han̄t, eûz ann éd, eûz ar gwîn, hag eûz ann éôl oc’h boazet da gémérout digan̄t-hô.

12. Hag hi a lavaraz : Disteûrel a raimp d’ézhô, ha na c’houlennimp nétrâ digan̄t-hô ; ôber a raimp ével ma lévérez. Neûzé é c’halviz ar véléien, hag é likiiz anézhô da doui pénaoz é rajen̄t ével m’am bôa lavaret.

13. Goudé-zé éc’h héjiz va askré, hag é liviriz : Ra héjô Doué ével-sé eûz hé dî hag eûz hé labouriou, kémen̄d hini ha na zévénô két ar gér-zé ; ra vézô héjet ével-sé, ha ra zeûi da véza gwân. Hag ann holl bobl a lavaraz : Amen. Hag hî a veûlaz Doué. Ar bobl a réaz éta ével ma oa bét lavaret.

14. Hôgen adaleg ann deiz é péhini é c’hourc’hémennaz ar roué d’in ma vijenn da réner é brô Juda, adaleg ann ugen̄tved bloaz bétég ann eil ha trégon̄t eûz ar roué Artaksersez, é-pâd daouzék vloaz, mé ha va breûdeûr n’hon eûz két debret ar bara a oa dléet d’ar rénerien.

15. Hôgen ar rénerien gen̄ta a oa bét em raok, hô dôa gwasket ar bobl, hag hô dôa kéméret digan̄t-hô daou-ugen̄t sikl bemdez war ar bara, war ar gwîn, ha war ann arc’han̄t ; hag hô ministred hô c’hargé c’hoaz. Hôgen mé n’am eûz két gréat kémen̄t-sé, ô véza ma toujann Doué.

16. Hag ouc’h-penn-zé é labouriz évid aoza ar vûr, ha na bréniz park é-béd ; ha va holl baotred a zô en em strollet évid al labour.

17. Ar Iuzevien hô-unan hag ar rénerien, hag hî kan̄t dén hag han̄ter-kan̄t dén, hag ar ré a oa deûet d’hor c’havout, eûz ar boblou a oa war-drô d’é-omp, a zebré out va zaol.

18. Aozet é oa d’in bemdéz eunn éjenn, ha c’houéac’h dan̄vad eûz ar ré wella, hép nivéri ann evned ; hag eûz a zék dervez da zék dervez, é rôenn kalz a wîn, hag a draou all, pétrâ-bennâg na gémérenn nétrâ eûz a gémen̄t a oa dléet d’am c’harg, râg gwall wasket é oa ar bobl.

19. Az péz koun ac’hanonn, ô va Doué, évid ôber trugarez em c’hén̄ver, hervez ann holl vâd em eûz gréat d’ar bobl-man̄.


————


VI. PENNAD.


Énébourien ar Iuzevien a glask hô spoun̄ta. Kaloun Néhémias.


1. Hôgen pa glevaz Sanaballat, ha Tobias, ha Gossem ann Arabiad, hag hon holl énébourien, pénaoz em bôa assavet ar vûr, ha na oa enn-hi difreûz é-béd (pétrâ-bennâg n’em bôa két gellet bétég énô lakaad ar stalafiou oud ar persier) ;

2. Sanaballat ha Gossem a gasaz étrézég enn-oun, ô lavarout : Deûz, ha gréomp kévrédigez eun eur vourc’h-bennâg eûz a gompézen Ono. Hôgen hî a venné ôber drouk d’in.

3. Ha mé a gasaz kannaded d’ézhô, évit lavarout : Eul labour brâz a rann, ha na hellann két diskenni, gan̄d aoun na vé gréat fall, en̄dra m’az ajenn d’hô kavout, ha ma tistrôjenn aman̄.

4. Hôgen kâs a réjon̄t étrézég enn-oun évit lavarout ann hévélep trâ a-benn péder gwéach ; ha mé a respoun̄taz bépred d’ézhô ével ar wéach gen̄ta.

5. Neûzé Sanaballat a gasaz étrézég enn-oun évid ar bempved gwéach he baotr, gan̄d eul lizer enn hé zourn a oa skrivet ével-henn :

6. Klevet eo bét é-touez ar boblou, ha Gossem en deûz hé lavaret, pénaoz té hag ar Iusevien a fell d’é-hoc’h en em zispac’ha, ha râk-sé eo é savez ar vûr, hag é fell d’id en em lakaad da roué war-n-ézhô ; ha dré-zé,

7. Éc’h eûz lékéat proféded, péré a brézég diwar da benn é Jérusalem, ô lavarout : Roué eo é Judéa. Ar roué a dlé klevout kémen̄t-sé ; deûz éta bréma, évit ma en em guzulimp kévret.

8. Ha mé a gasaz étrézég enn-hô, évit lavarout : Né két bét gréat ével ma lévérez : hôgen eûz da galoun da-unan é tennez kémen̄t-sé ;

9. Râg ar ré-zé holl a spoun̄té ac’hanomp, ô véza ma kréden̄t pénaoz é lezchemp al labour, hag éc’h éhanchemp. Hôgen krévaad a rîz va daouarn évit kémen̄t-sé ;

10. Hag éz îz é-kûz é tî Sémaias, mâb Dalaias, mâb Métabéel, péhini a lavaraz d’in : Kuzuliomp é tî Doué, é kreiz ann templ, ha serromp ann ôriou ; râg hî a dlé don̄t évid da laza, hag enn nôz-man̄ é teûin̄t évit da laza.

11. Ha mé a lavaraz : Ha dén é-béd hén̄vel ouz-in a dec’h ? Ha piou ével-d-oun a iélô enn templ, hag a vévô ? N’az inn két.

12. Hag éc’h anavéziz pénaoz n’en dôa két Doué hé gaset, hôgen pénaoz en dôa komzet ouz-in é doaré eur profed, hag é oa bét touellet gan̄t Tobias ha Sanaballat :

13. Râg hén̄ en dôa bét arc’han̄t digan̄t-hô évit va spoun̄ta, va lakaad da béc’hi, ha kaoud drouk da rébecha d’in.

14. Ar péz koun ac’hanoun, Aotrou, enn abek da ôberiou Tobias ha Sanaballat, hag ivé ar profed Noadias, hag ar broféded all, péré a fellé d’ézhô va spoun̄ta.

15. Ar vûr a oé peûr-zavet er pempved deiz war-n-ugen̄t eûz a vîz Élul, a-benn daou zervez hag han̄ter-kan̄t.

16. Pa glevaz hon holl énébourien kémen̄t-sé, ann holl boblou a oa war-drô d’é-omp a oé spoun̄tet, hag a vennaz gan̄t poell enn-hô hô-unan, hag a anavézaz pénaoz al labour-zé a oa bét gréat gan̄d Doué.

17. Hôgen enn deisiou-zé prin̄sed ar Iuzevien a gasaz kalz a lizéri da Dobias, ha Tobias a gasaz eûz hé ré d’ézhô.

18. Râk kalz a dûd a ioa er Judéa, péré hô dôa gréat lé d’ézhan̄, ô véza ma oa mâp-kaer da Zéc’hénias, mâb Aréa, ha m’en dôa Johanan, hé vâb, kéméret da c’hrég merc’h Mosollam, mâb Barac’hias :

19. Hag hî a veûlé anézhan̄ dira-z-oun, hag a roé da anaout d’ézhan̄ ar péz a lavarenn ; ha Tobias a gasé lizéri évit spoun̄ta ac’hanoun.


————


VII. PENNAD.


Nivérérez ar ré a zeûaz gan̄t Zorobabel eûz ar sklavérez.


1. Hôgen goudé ma oé peûr-zavet ar vûr, hag em bôé lékéat ann ôriou, ha lec’hiet ar borsierien, hag ar ganerien, hag al Lévited ;

2. É rôiz va gourc’hémennou da Hanani, va breûr, ha da Hananias, prin̄s palez Jéruzalem (râg hé-man̄ a oa ével eunn dén gwirion, hag a zoujé Doué dreist ar ré all),

3. Hag é liviriz d’ézhô : Na vézet két digoret persier Jéruzalem, kén na vézô tomm ann héol. Ha pa oan̄t c’hoaz énô, é oé serret ha prennet ann ôriou ; hag é likiiz é gward tûd Jéruzalem, pép-hini d’hé drô, ha pép-hini dirâg hé dî.

4. Hôgen ar géar a oa éc’hon ha brâz, ha dibaot é oa ar bobl a oa enn-hi, ha né oa két savet ann tiez.

5. Hôgen Doué a lékéaz em c’haloun strolla ar ré vrâz hag ar rénerien, hag ar bobl, évit ma niverchenn anézhô ; hag é kaviz levr nivérérez ar ré a oa piñet da gen̄ta, war béhini é oa skrivet kémen̄t-man̄ :

6. Ar ré-man̄ eo mipien ar brovin̄s, péré a zô distrôet eûz ar sklavérez, é péhini en dôa hô c’haset Nabukodonosor, roué Babilon, hag a zô distrôet da Jéruzalem, ha d’ar Judéa, pép-hini enn hé géar.

7. Ar ré a zeûaz gan̄t Zorobabel : Josué, Néhémias, Azarias, Raamias, Nahamani, Mardokéus, Belsam, Mesfarat, Bégoai, Nabum, Baana. Chétu nivéréréz tûd pobl Israel.

8. Mipien Faros, daou vil daouzég hag eiz-ugen̄t.

9. Mipien Safatia, daouzég ha triouec’h-ugen̄t.

10. Mipien Aréa, c’houec’h kan̄t daou hag han̄ter-kan̄t.

11. Mipien Fahatmoab, eûz a vipien Josué ha Joab, daou vil eiz kan̄t ha triouec’h.

13. Mipien Élam, mîl pévarzék ha daouzég-ugen̄t.

13. Mipien Zétua, eiz kan̄t pemp ha daou-ugen̄t.

14. Mipien Zac’hai, seiz kan̄t ha trî-ugen̄t.

15. Mipien Bannui, c’houec’h kan̄t eiz ha daou-ugen̄t.

16. Mipien Bébai, c’houec’h kan̄t eiz war-n-ugen̄t.

17. Mipien Azgad, daou vil daou ha c’houézég-ugen̄t.

18. Mipien Adonikam, c’houec’h kan̄t seiz ha tri-ugen̄t.

19. Mipien Béguai, daou vil seiz ha tri-ugen̄t.

20. Mipien Adin, c’houec’h kan̄t pemp hag han̄ter-kan̄t.

21. Mipien Ater, mâb Hézékias, triouec’h ha pévar-ugen̄t.

22. Mipien Hasem, eiz ha c’houézég-ugen̄t.

23. Mipien Bésai, pévar ha c’houézég-ugen̄t.

24. Mipien Haref, daouzék kan̄t daouzék.

25. Mipien Gabaon, pemzék ha pévar-ugen̄t.

26. Mipien Bétléhem ha Nétufa, eiz ha naô-ugen̄t.

27. Tûd Analot, eiz ha c’houec’h-ugen̄t.

28. Tûd Bétazmot, daou ha daou-ugen̄t.

29. Tûd Kariatiarim, Kéfira, ha Bésot, seiz kan̄t tri ha daou-ugen̄t.

30. Tûd Hama, ha Géba, c’houec’h kan̄t unan war-n-ugen̄t.

31. Tûd Mac’hmas, daou ha c’houec’h-ugen̄t.

32. Tûd Bétel hag Hai, trî ha c’houec’h-ugen̄t.

33. Tûd ann Nébo all, daou hag han̄ter-kan̄t.

34. Tûd ann Élam all, mîl pévar dék ha daouzég-ugen̄t.

35. Mipien Harem, c’houézég-ugen̄t.

36. Mipien Jériko, pemp ha seitég-ugen̄t.

37. Mipien Lod, Hadid, hag Ono, seiz kan̄t unan war-n-ugen̄t.

38. Mipien Sénaa, tri mil naô c’han̄t ha trégon̄t.

39. Ar véleien : Mipien Idaia é tî Josué, naô c’han̄t trizék ha tri-ugen̄t.

40. Mipien Emmer, mîl daou hag han̄ter-kan̄t.

41. Mipien Fashur, mîl seiz ha daouzég-ugen̄t.

42. Mipien Arem, mîl seiték.

43. Al Lévited : Mipien Josué ha Kedmihel.

44. Mipien Oduia, pévarzék ha tri-ugen̄t.

45. Ar ganerien : Mipien Asaf, eiz ha seiz-ugen̄t.

46. Ar borsierien : Mipien Sellum, mipien Ater, mipien Telmon, mipien Akkub, mipien Halita, mipien Sobai, triouec’h ha c’houec’h-ugen̄t.

47. Ann Natinéed : Mipien Soha, mipien Hasufa, mipien Tebbaot,

48. Mipien Kéros, mipien Siaa, mipien Fadon, mipien Lébana, mipien Hagaba, mipien Selmai,

49. Mipien Hanan, mipien Geddel, mipien Gaher,

50. Mipien Raaia, mipien Rasin, mipien Nékoda,

51. Mipien Gézem, mipien Aza, mipien Faséa,

52. Mipien Bésai, mipien Munim, mipien Néfusim,

53. Mipien Bakbuk, mipien Hakufa, mipien Harbur,

54. Mipien Beslot, mipien Mabida, mipien Harsa,

55. Mipien Berkos, mipien Sisara, mipien Téma,

56. Mipien Nasia, mipien Hatifa,

57. Mipien servicherien Salomon, mipien Sotai, mipien Soféret, mipien Farida,

58. Mipien Jahala, mipien Darkon, mipien Jeddel,

59. Mipien Safatia, mipien Hatil, mipien Foc’héret, péhini a oa savet eûz a Zabaim, mâb Amon.

60. Ann Natinéed holl, ha mipien servicherien Salomon, daouzék ha naon̄tég-ugen̄t.

61. Hôgen chétu aman̄ ar ré a zeûas eûs a Delméla, eûz a Delharsa, eûz a Gérub, eûz a Addon, hag eûz a Emmer, ha na helchon̄t két rei da anaout tî hô zadou, hag hô gwenn, na ma oan̄t eûz a Israel.

62. Mipien Dalaia, mipien Tobias, mipien Nékoda, c’houec’h kan̄t daou ha daou-ugen̄t.

63. Hag eûz ar véleien : Mipien Habia, mipien Akkos, mipien Berzellai, péhini a geméraz da c’hrég unan eûs a verc’hed Berzellai eûz a C’halaad, hag a oé galvet dré hô hanô.

64. Ar ré-man̄ a glaskaz hô skrîd enn nivérérez, ha n’her c’hafchon̄t két ; hag hî a oé distolet eûz ar vélégiez.

65. Hag Atersata a lavaraz d’ézhô na zebrchen̄t két eûz a Zan̄t ar Zen̄t, kén na zavché eur bélek gwiziek ha lennek.

66. Ann holl dûd-zé ével eunn dén hép-kén, daou vil dén ha daou-ugen̄t, ha triouec’h-ugent ;

67. Hép nivéri hô zervicherien hag hô mitisien, a béré é oa seiz mil seiték ha c’houézég-ugen̄t : hag enn hô zouez, kanerien ha kanérézed, pemp ha daouzég-ugen̄t.

68. Hô c’hézek a oa seiz kan̄t c’houéac’h ha trégon̄t : hag hô muled, pemp ha daouzég-ugen̄t.

69. Hô chan̄valed, pévar c’han̄t pemp ha trégon̄t ; hag hô azéned, c’houec’h mil seiz kan̄t ugen̄t.

Bétég aman̄ é lenneur ar péz a zô skrivet enn nivérérez : ar péz a zô war-lerc’h eo danével Néhémias.

70. Lôd eûz a bennou ann tiadou a rôaz eunn dra-bennâg évid al labour. Atersata a rôaz évid ann ten̄zor mil dramm aour, han̄ter-kan̄t fiolen, ha pemp kan̄t saé ha trégon̄t évit ar véleien.

71. Ha lôd eûz a bennou ann tiadou a rôaz da den̄zor al labour, ugen̄t mil dramm aour, ha daou vil daou c’han̄t min arc’han̄t.

72. Hag ar ré all eûz ar bobl a rôaz ugen̄t mil dramm aour, daou vil min arc’han̄t, ha seiz saé ha tri-ugen̄t évit ar véléien.

73. Ar véléien hag al Lévited, hag ar borsierien, hag ar ganerien, hag ar bobl, hag ann Natinéed, hag Israel holl a choumaz enn hô c’heriou.


————


VIII. PENNAD.


Esdras a lenn al lézen dirâg ar bobl.


1. Hag ar seizved mîz a oa deûet ; ha bugalé Israel a oa enn hô c’heriou. Hôgen ann holl bobl en em strollaz ével eunn dén hép-kén, war al leûr-ger a zô dirâk porz ann doureier ; hag é leverchon̄t da Esdras ar skrivañer ma tigazché levr lézen Moizez, en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Israel.

2. Esdras, ar bélek, a zigasaz éta al lézen dirâg ar strollad eûz ar oazed hag eûz ar merc’hed, hag eûz ar ré holl a hellé hé foella, enn deiz ken̄ta eûz ar seizved mîz.

3. Hag hén̄ a lennaz enn-han̄ fréaz el leûr-ger a oa dirâk porz ann doureier, adaleg ar min̄tin bété krésteiz, dirâg ar oazed hag ar merc’hed hag ar ré-boellek ; ha diskouarn ann holl bobl a oa savet da zélaoui al levr.

4. Hôgen Esdras, ar skrivañer, en em lékéaz enn hé zâ war eunn dérez goat en dôa gréat évit komza ; ha Matatias, ha Séméia, hag Ania, hag Uria, hag Helsia, ha Maaia, en em lékéaz a zéou d’ézhan̄ ; ha Fadaia, ha Misael, ha Melc’hia, hag Hasum, hag Hasbadana, ha Zac’harias, ha Mosollam, a gleiz.

5. Hag Esdras a zigoraz al levr dirâg ann holl bobl ; râg hén̄ a oa savet dreist ar bobl holl ; ha p’en dôé hé zigoret, ann holl bobl a zavas enn hé zâ.

6. Hag Esdras a veûlaz ann Aotrou, ann Doué brâz ; hag ann holl bobl a respoun̄taz : Amen, amen, ô sével hô daouarn. Hag hî ô stoui, en em strin̄kaz d’ann douar, hag a azeûlaz Doué.

7. Koulskoudé Josué, ha Bani, ha Sérébia, Jamin, Akkub, Septai, Odia, Maasia, Sélita, Azarias, Jozabed, Hanan, Falaia Lévited, a lékéa ar bobl da dével évit ma sélaouché al lézen ; hôgen ar bobl a oa enn hé zâ, pép-hini enn hé reiz.

8. Hag hî a lennaz é levr lézen Doué, fréaz hag enn eunn doaré skléar ; hag ar bobl a glevaz ar péz a lennen̄t.

9. Hôgen Néhémias(péhini eo Atersata), hag Esdras, bélek ha skrivañer, hag al Levited, péré a zisklérié al lézen d’ann holl bobl, a lavaraz : Ann deiz-man̄ a zô gwéstlet d’ann Aotrou, hon Doué. Na lén̄vit két, ha na wélit két. Râg ann holl bobl a wélé, ô klevout geriou al lézen.

10. Hag hén̄ a lavaras d’ézhô : It, ha dibrit kîk lard, hag évit gwîn c’houek, ha rôit lôd d’ar ré péré n’hô deûz aozet nétrâ évit-hô ; râg ann deiz-man̄ a zô eunn deiz san̄tel d’ann Aotrou ; ha n’en em dristait két, râk lévénez ann Aotrou eo hon ners.

11. Hôgen al Lévited a lékéa ann holl bobl da dével, ô lavarout : Tavit, ha n’en em c’hlac’harit két ; râg eunn deiz san̄tel eo hé-man̄.

12. Ann holl bobl éta a iéaz-kuît, évid dibri, hag éva, ha rei lôd d’ar ré all, hag ôber eul lévénez vrâz ; râg hî hô dôa poellet ar geriou en dôa Esdras desket d’ézhô.

13. Hag an̄trônôz pennou tiadou ann holl bobl, ar véleien hag al Lévited en em strollaz étrézég Esdras ar skrivañer. évit ma teûjé da ziskléria d’ézhô geriou al lézen.

14. Hag hî a gavaz skrivet el lézen, pénaoz en dôa ann Aotrou gourc’hémennet, dré c’hénou Moizez, ma choumché bugalé Israel dindân teltou enn deiz gwél, er seizved mîz ;

15. Ha ma vrudchen̄t ha ma embanchen̄t enn hô holl geriou, hag é Jéruzalem, ô lavarout : Id war ar ménez, ha digasit skourrou gwéz-olived, ha skourrou gwéz ar ré gaéra, skourrou mirt, ha skourrou palmez, ha skourrou gwéz bôdek, évit ôber teltou gan̄t-hô, ével ma eo skrivet.

16. Hag ar bobl a iéaz-kuît, hag a zigasaz ann dra-man̄. Ha pép-hini a réaz évit-han̄ é doaré teltou war lein hé dî, hag é leûren hé dî, hag é leûren tî Doué, ha war wiler porz ann doureier, ha war wiler porz Éfraim.

17. Ann holl strollad éta eûz ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez a réaz teltou, hag a choumaz dindân ann teltou ; hôgen abaoé deisiou Josué, mâb Nun, bugalé Israel n’hô dôa két gréat ével-henn. Hag al lévénez a oé brâz-meûrbéd.

18. Hôgen Esdras a lennaz bemdez é levr lézen Doué, adaleg ann deiz ken̄ta bétég ann divéza ; hag hî a réaz ar gwél é pâd seiz dervez, hag ar strollad enn eizved dervez, hervez ar c’hîz.


————


IX. PENNAD.


Pinijen ar bobl. Péden al Lévited.


1. Hôgen er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé bugalé Israel en em zastumaz é iûn hag é séier ; hag hî gôlôet a zouar.

2. Ha gwenn bugalé Israel en em rannaz eûz a bép dén a ziavéaz ; hag hî a zavaz, hag a an̄savaz hô féc’héjou, ha fallagriézou hô zadou.

3. Hag ô sével enn hô zâ, é oé lennet d’ézhô levr lézen ann Aotrou, hô Doué, péder gwech enn deiz ; ha péder gwech éc’h anavézen̄t, hag éc’h azeûlen̄t ann Aotrou, hô Doué.

4. Hôgen war zérez al Lévited é savaz Josué, ha Bani, ha Kedmihel, Sabania, Bonni, Sarébias, Bani, ha C’hanani ; hag hî a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré étrézég ann Aotrou, hô Doué.

5. Hag al Lévited Josué, ha Kedmihel, Bonni, Harebnia, Sérébia, Odaia, Sebnia, Fatahia a lavaraz : Savit, meûlit ann Aotrou, hô Toué, a vikenn da vikenn : ra vézô benniget hanô brâz da c’hloar gan̄t péb bennoz ho meûleûdi.

6. Râk n’eûz Aotrou é-béd néméd-oud ; té eo éc’h eûz gréat ann én̄v, hag én̄v ann én̄vou, hag hé holl armé ; ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar môr ha kémen̄d a zô enn-han̄ ; ha té eo a rô ar vuez da gémen̄t-sé ; hag armé ann én̄v a azeûl ac’hanod.

7. Té eo, Aotrou Doué, éc’h eûz dilennet Abram, hag éc’h eûz hé zigaset eûz a dân ar Galdéed, hag éc’h eûz rôet d’ézhan̄ ann hanô a Abrabam.

8. Kavet éc’h eûz hé galoun féal dira-z-oud, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄, évit rei d’ézhan̄ ha d’hé wenn, brô ar C’hananéed, ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ar C’hergéséed ; nag éc’h eûz sévénet da c’heriou, ô véza ma oud gwirion.

9. Gwélet éc’h eûz ivé glac’har hon tadou enn Éjipt, ha klevet éc’h eûz hô garm war aod ar môr Rûz.

10. Ha gréat éc’h eûz arwésiou ha burzudou war Faraon ha war hé holl servicherien, ha war ann holl bobl eûz hé vrô ; râg gwézet éc’h eûs pénaos hô dôa aozet pobl Israel gan̄t rogen̄tez ; hag éc’h eûz gréat eunn hanô d’id, ével ma éma c’hoaz hiriô.

11. Hag ar môr éc’h eûz rannet enn hô raok ; hag hî hô deûz treûzet ar môr war ar séac’h. Hôgen hô heskinerien éc’h eûz stlapet d’ar gwéled, ével eur méan enn doureier ar ré gréva.

12. Réner oud bét d’ézhô enn eur peûl koabr a-héd ann deiz, hag enn eur peûl tân a-héd ann nôz, évit ma helché béza gwélet gan̄t-hô ann hen̄t dré béhini é tlien̄t kerzout.

13. Diskennet oud war vénez Sinai, hag éc’h eûz komzet out-hô eûz ann én̄v, rôet éc’h eûz d’ézhô barnédigézou reiz, hag eul lézen a wirionez, ha lidou, ha kémennou mâd.

14. Rôet éc’h eûz da anaout d’ézhô da sabbat san̄tel, hag éc’h eûz gourc’hémennet d’ézhô, dré c’hénou Moizez da zervicher, da gélennou, ha da lidou, ha da lézen.

15. Bara eûz ann én̄v éc’h eûz rôet ivé d’ézhô, enn hô naoun, hag éc’h eûz tennet dour d’ézhô eûz ar méan, enn hô zéc’hed ; hag éc’h eûz lavaret d’ézhô m’az ajen̄t enn douar ez pôa touet da rei d’ézhô, ha ma perc’henfen̄t anézhan̄.

16. Hôgen ar ré-man̄, hag hon tadou a zô en em rénet gan̄t balc’hder ; kalédet hô deûz hô fenn, ha n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou.

17. Ha né két fellet d’ézhô klevout, ha né két deûet da goun d’ézhô ar burzudou ez pôa gréat évit-hô. Kalédet hô deûz hô fennou, ha dré énébiez in̄t distrôet a-névez oud ar sklavérez. Hôgen té, Doué talvouduz, hégarad ha trugarézuz, habask ha leûn a drugarez, n’éc’h eûz két hô dilézet :

18. Ha p’hô dôé zô-kén gréat évit-hô eul leûé teûzet, ha lavaret : Hen-nez eo da Zoué péhini en deûz da dennet eûz ann Éjipt ; hag hô deûz gréat touadellou brâz.

19. Hôgen té, enn da drugarézou brâz, n’éc’h eûz két hô dilézet enn distrô ; ar peûl koabr né két tec’het diout-hô, évid hô réna a-héd ann deiz, hag ar peûl tân a-héd ann nôz, évit diskouéza d’ézhô ann hen̄t dré béhini é tlien̄t kerzout.

20. Da spéred mâd éc’h eûz rôet dézhô évit hô deskî, ha n’éc’h eûz két tennet da vann eûz hô génou ; ha dour éc’h eûz rôet d’ézhô enn hô séc’hed.

21. A-héd daou-ugen̄t vloaz éc’h eûz hô maget enn distrô, ha nétrâ n’hô deûz diouéret : né két deûet fall hô diḻad, ha né két bét skuiz hô zreid.

22. Ha rôet éc’h eûz d’ézhô ar rouan̄télésiou, hag ar boblou ; hag ec’h eûz hô rannet gan̄t-hô dré ar sort ; hag hî hô deûz bét enn hô c’hers brô Séhon, ha brô roué Hésébon, ha brô Og, roué Basan.

23. Hag éc’h eûz kresket niver hô mipien ével stéred ann én̄v, hag éc’h eûz hô c’haset enn douar é péhini éz pôa lavaret d’hô zadou éz ajen̄t da vistri.

24. Hag hô mipien a zeûaz hag a biaouaz ann douar, ha té éc’h eûz izéléet dira-z-hô ar C’hananéed, tûd ar vrô ; hag éc’h eûz hô lékéat étré hô daouarn, hag ivé hô rouéed, ha poblou ar vrô, évit ma rajen̄t d’ézhô ével ma karjen̄t.

25. Kémeroud a réjon̄t éta keriou kré, hag eunn douar strujuz : hag hî hô dévoé enn hô c’hers tiez leûn a bép mâd ; ha pun̄sou gréat gan̄t ré all, gwini, ha gwéz-olived, ha kalz a wéz-frouez ; hag hî hô deûz debret, hag hô deûs bét hô gwalc’h, hag a zô deûet da véza lard, nag hô deûz bét kalz a draou c’houék gan̄d da vadélez vrâz.

26. Hôgen hî hô deûz da lékéat da von̄t drouk enn-oud ; pelléet in̄t diouz-id ; ha taolet eo gan̄t-hô da lézen adré hô c’hein ; lazet hô deûz da broféded, péré hô fedé stard da zistrei ouz-hoc’h ; hag hô deûz gréat touadellou brâz.

27. Râk-sé éc’h eûz hô lékéat étré daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô glac’haret. Hag é amzer hô gloaz hô deûz garmet étrézég enn-oud : ha té éc’h eûz hô sélaouet eûz ann én̄v, hag hervez da drugarézou brâz, éc’h eûz rôet d’ézhô dieûberien, évid hô zenna eûz a zourn hô énébourien.

28. Ha pa in̄t bét enn éhan, in̄t distrôet a-névez da ôber ann drouk dira-z-oud ; ha té éc’h eûz hô lézet étré daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô aotrouniet. Hag hî a zô distrôet, hag hô deûz garmet ouz-id ; ha té éc’h eûz sélaouet out-hô eûz ann én̄v, hag éc’h eûz hô diboaniet aliez hervez da drugarézou.

29. Hag éc’h eûz hô fédet stard da zistrei d’as lézen. Hôgen hî a zô embréget gan̄t rôgoni, ha n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou ; péc’het hô deûz a-énep da varnédigézou, é péré é vévô ann dén, pa hô sévénô ; ha trôet hô deûz hô c’hein d’id, hag hô deûz kalédet hô fenn, ha n’hô deûz két sélaouet.

30. Gourzézet éc’h eûz war-n-ézhô é-pâd meûr a vloaz, hag éc’h eûz hô erbédet enn da spéred dré c’hénou da broféded ; ha n’hô deûz két sélaouet ; hag éc’h eûz hô lékéat étré daouarn poblou ann douar.

31. Koulskoudé enn da drugarézou brâz n’éc’h eûz két hô c’haset-da-gét, ha n’éc’h eûz két hô dilézet, ô véza ma oud eunn Doué trugarézuz hag habask.

32. Bréma éta, hon Doué brâz, kré ha galloudek, péhini a wîr da gévrédigez ha da drugarez, na zistrô két da lagad diouc’h ar c’hlac’har a zô kouézet war-n-omp, ha war hor rouéed, ha war hor brin̄sed, ha war hor béleien, ha war hor broféded, ha war hon tadou, ha war da holl bobl, abaoé deisiou roué ann Assiria bétég-henn.

33. Ha té a zô gwirion é kémen̄t a zô c’hoarvézet gan-é-omp ; râg ar wirionez ec’h eûz gréat ; hôgen nî n’hon eûz gréat néméd fallagriez.

34. Hor rouéed, hor brin̄sed, hor béleien, hag hon tadou n’hô deûz két miret da lézen : n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou, nag ann testéniézou a desténiez enn-hô.

35. Hag hî enn hô rouan̄télésiou, hag er madou brâz éz pôa rôet d’ézhô, hag enn douar éc’hon ha strujuz ez pôa lékéat dira-z-hô, n’hô deûz két da zervichet, ha n’in̄t két distrôet eûz hô gwall déchou.

36. Chétu nî a zô sklaved hiriô ; hag enn douar éz pôa rôet d’hon tadou, évit ma tebrchen̄t ar bara hag ar frouez a zeûjé enn-han̄, chétu nî a zô sklaved.

37. Hag hé frouez a gresk évid ar rouéed éc’h eûz lékéat war-n-omp enn abek d’hor péc’héjou ; aotrounia a réon̄t war hor c’horfou, ha war hol loéned, ével ma karon̄t ; ha nî a zô enn eur c’hlac’har vrâz.

38. War gémen̄t-sé éta é réomp kévrédigez gan-éz ; hag é skrivomp anézhi ; hag hor brin̄sed, hol Lévited, hag hor béleien hô deûz hé siellet.


————


X. PENNAD.


Hanvou ar ré a ziellaz ar gévrédigez.


1. Chétu ar ziellerien : Néhémias, Atersata, mâb Achélai, ha Sédésias,

2. Saraias, Azarias, Jérémias,

3. Feshur, Amarias, Melc’hias,

4. Hattus, Sébénia, Melluc’h,

5. Harem, Mérimut, Obdias,

6. Daniel, Genton, Baruc’h,

7. Mosollam, Abia, Miamin,

8. Maazia, Belgai, Séméia : hag hî béleien.

9. Hag eûz al Lévited, Josué, mâb Azanias, Bennui eûz a vipien Hénadad, Kedmihel,

10. Hag hô breûdeûr, Sébénia, Odaia, Sélita, Falaia, Hanan.

11. Mic’ha, Robob, Hasébia,

12. Zac’hur, Sérébia, Sabania,

13. Odaia, Bani, Baninu.

14. Pennou ar bobl, Faros, Fabat-Moab, Élam, Zétu, Bani,

15. Bonni, Azgad, Bébai,

16. Adonia, Bégoai, Adin,

17. Ater, Hézésia, Azur,

18. Adaia, Hasum, Bésai,

19. Haref, Anatot, Nébai,

20. Megfias, Mosollam, Hazir,

21. Mésizabel, Sadok, Jeddua,

22. Feltia, Hanan, Anaia,

23. Oséé, Hanania, Hasub,

24. Alohes, Faléa, Sobek,

25. Réhum, Hasebna, Maasia,

26. Éc’haia, Hanan, Anan,

27. Melluc’h, Haran, Baana,

28. Hag ar ré all eûz ar bobl, ar véleien, al Lévited, ar borsierien, ar ganerien, ann Natinéed, hag ar ré a oa en em rannet eûz a boblou ar brôadou évit lézen Doué, hô gragez, hô mipien, hag hô merc’hed.

29. Ar ré holl hô dôa hô skian̄t-vâd a grétéé évid hô breûdeûr, hag ar ré gen̄ta anézhô a zeûaz da rei hô gér, ha da doui pénaoz é kerzchen̄t é lézen Doué, en dôa rôet dré zourn Moizez, servicher Doué, évit sévéni ha mirout holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, hon Doué, hag hé varnédigézou, hag hé lidou ;

30. Hag évit na rôjemp két hor merc’hed da boblou ar brôadou, ha na gémerjemp két hô merc’hed évid hor mipien.

31. Mar teû poblou ar brôadou da zigas marc’hadourez, pé eunn dra-bennâg évid ar vividigez, évit gwerza é deiz ar sabbat, na brénimp nétrâ digan̄t-hô é deiz ar sabbat, nag enn eunn deiz san̄télet. Ar seizved bloaz a virimp, hag é lézimp pép dlé.

32. Lakaad a raimp war-n-omp al lézen da rei pép ploaz ann drédéren eûz a eur sikl évit labour tî hon Doué,

33. Évid ar baraou kennig, hag ar sakrifiz peûr-baduz, hag ar sakrifiz-losk peûr-baduz é deisiou ar sabbat, é deisiou ken̄ta ar mîz, er gouéliou-lîd, er sakrifisou a béoc’h, hag er ré évid ar péc’hed : ma vézô pédet évid Israel, ha na vézô diouéret nétrâ a gémen̄t a zô réd évit tî hon Doué.

34. Teûrel a réjomb ivé d’ar sort diwar-benn kennig ar c’heûneûd, étré ar véleien, hag al Lévited hag ar bobl, évit ma vijé douget é tî hon Doué, gan̄t tiadou hon tadou, enn amzer merket, a vloaz é bloaz, évid hé lakaad da zévi war aoter ann Aotrou hon Doué, ével ma eo skrivet é lézen Moizez,

35. Ha ma tougchemp pép ploaz da dî ann Aotrou, ar ré gen̄ta-ganet eûz hon douar, hag ar c’hen̄ta frouez eûz a bép gwézen :

36. Hag ar ré gen̄ta-ganet eûz hor mipien, hag eûz hol loéned, ével ma eo skrivet el lézen ; hag ar ré gen̄ta-ganet eûz hon éjenned, hag eûz hon dén̄ved, évit ma vijen̄t kenniget é tî hon Doué, d’ar véleien péré a zervich é tî hon Doué :

37. Ha da zigas d’ar véleien, é ten̄zor hon Doué, ar c’hen̄ta frouez eûz hor boéd, hag eûz hor braoued, ha frouez hon holl wéz, hag ar rézin, hag ann olived ; ha da baéa ann déog eûz hon douar d’al Lévited. Al Lévited a zavô ivé ann déok war hol labour enn holl geriou.

38. Ar bélek, mâb Aaron, en dévézô hé lôd eûz ann déogou gan̄d al Lévited ; hag al Lévited a gennigô ann dékved lôden eûz hô déog é tî hon Doué évit béza miret é tî ann ten̄zor.

39. Râk bugalé Israel ha mipien Lévi a gasô da dî ann ten̄zor ken̄ta frouez ann éd, ar gwîn, hag ann éôl ; hag énô é vézô listri sakr, ha béleien, ha kanerien, ha porsierien, ha servicherien ; ha na zilézimp két tî hon Doué.


————


XI. PENNAD.


Eûz ar ré a choum é Jérusalem hag é keriou Juda.


1. Hôgen prin̄sed ar bobl a choumaz é Jéruzalem ; hôgen ar ré all eûz ar bobl a daolaz d’ar sort, évit-ma choumché ann dékved lôden anézhô é Jéruzalem ar géar zan̄tel, hag ann naô lôden all er c’heriou all.

2. Hôgen ar bobl a veûlaz ar ré holl a oa en em genniget évit choum é Jéruzalem.

3. Chétu aman̄ éta prin̄sed ar brovin̄s, péré a choumaz é Jéruzalem, hag é keriou Juda. Hôgen pép-hini a choumaz enn hé drâ, hag enn hé geriou ; Israel, ar véleien, al Lévited, ann Natinéed, ha mipien servicherien Salomon.

4. Ha lôd eûz a vipien Juda, hag eûz a vipien Ben̄jamin a choumaz é Jéruzalem. Eûz a vipien Juda : Ataias, mâb Aziam, mâb Zac’harias, mâb Amarias, mâb Zafatias, mâb Malaléel. Eûz a vipien Farez ;

5. Maasia, mâb Baruc’h, mâb Kolhoza, mâb Hazia, mâb Adaia, mâb Joiarib, mâb Zac’harias, mâb Siloni :

6. Ann holl vipien-zé da Farez, pére a choumaz é Jéruzalem, a oé pévar c’han̄t eiz ha tri-ugen̄t, hag hî tûd kré.

7. Chétu aman̄ mipien Ben̄jamin : Sellum, mâb Mosollam, mâb Joed, mâb Fadaia, mâb Kolaia, mâb Masia, mâb Étéel, mâb Isaia ;

8. Ha goudé hé-man̄ Gebbai, Sellai, naô c’han̄t eiz war-n-ugen̄t ;

9. Ha Joel, mâb Zéc’hri, a oa da benn war-n-ézhô, ha Judas, mâb Sénua, ann eil war géar.

10. Hag eûz ar véleien ; Idaia, mâb Joarib, ha Jac’hin ;

11. Saraia, mâb Helsias, mâb Mosollam, mâb Sadok, mâb Méraiot, mâb Ac’hitob, réner tî Doué ;

12. Hag hô breûdeûr péré a réa labour ann templ ; eiz kan̄t daou war-n-ugen̄t. Hag Adaia, mâb Jéroham, mâb Fésélia, mâb Amsi, mâb Zac’harias, mâb Fesur, mâb Melc’hias ;

13. Hag hé vreûdeûr prin̄sed ann tiadou ; daou ha daouzég-ugen̄t. Hag Amasai, mâb Azréel, mâb Ahazi, mâb Mosollamot, mâb Emmer ;

14. Hag hô breûdeûr galloudek-brâz ; eiz ha c’houec’h-ugen̄t ; ha Zabdiel a oa da benn war-n-ézhô, hag hén̄ mâb d’ar ré c’halloudek.

15. Hag eûz al Lévited ; Séméia mâb Hasub, mâb Azarikam, mâb Hasabia, mâb Boni,

16. Ha Sabatai ha Jozabed, eûz a brin̄sed al Lévited, war ann holl labouriou a réad enn diavéaz eûz a dî Doué.

17. Ha Matania, mâb Mic’ha, mâb Zébédei, mâb Asaf, a oa da benn war ar ré a veûlé hag a an̄savé gloar ann Aotrou er béden, ha Bekbésia, ann eil eûz hé vreûdeûr, hag Abda, mâb Samua, mâb Galal, mâb Iditum :

18. Ann holl Lévited er géar zan̄tel ; pévar ha pévarzég-ugen̄t.

19. Hag ar borsierien ; Akkub, Telmou, hag hô breûdeûr, péré a ziwallé ann ôriou ; daouzeg hag eiz-ugen̄t.

20. Hag ar ré all eûz a Israel, béleien ha Lévited, a choumaz é holl geriou Juda, pép-hini enn hé drâ.

21. Hag ann Natinéed, péré a choumaz é Ofel, ha Siaha, ha Gasfa, a oa da benn war ann Natinéed.

22. Ha prin̄s al Lévited é Jéruzalem, Azzi, mâb Bani, mâb Hasabia, mâb Matanias, mâb Mic’ha. Eûz a vipien Asaf é oé kanerien é servich tî Doué.

23. Râg ar roué en dôa rôet hé c’hourc’hémenn diwar hô fenn, hag ar reiz é pép dervez é-touez ar ganerien.

24. Ha Fatahia, mâb Mésézébel, eûz a vipien Zara, mâb Juda, a oa dindân dourn ar roué, é kémen̄d a zellé oud ar bobl.

25. Hag é kén̄ver al lec’hiou all é péré é choumchon̄t ; lôd eûz a vipien Juda a choumaz é Kariatarbé, hag enn hé faboursiou ; hag é Dibon, hag enn hé faboursiou ; hag é Kabséel, hag enn hé bourc’hiou ;

26. Hag é Jésué, hag é Molada, hag é Betfalet,

27. Hag é Hasersual, hag é Bersabéé, hag enn hé faboursiou,

28. Hag é Siseleg, hag é Moc’hona, hag enn hé faboursiou,

29. Hag é Remmon, hag é Sarna, hag é Jérimut,

30. É Zanoa, é Odollam, hag enn hô bourc’hiou ; é Lac’his hag enn hé faboursiou, é Azéka, hag enn hé faboursiou.

Hag hî a choumaz adalek Bersabéé bété traon̄ien Ennom.

31. Hôgen mipien Ben̄jamin ; eûz a C’héba é Mec’hmas, hag enn Hai, hag é Bétel, hag enn hé faboursiou :

32. É Anatot, é Nob, é Anania,

33. É Asor, é Rama, é Gétaim,

34. É Hadid, é Séboim, é Nésallat, é Lod,

35. Hag é Ono, traon̄ien ar vichérourien.

36. Hag al Lévited hô dôa hô lôd é Juda hag é Ben̄jamin.


————


XII. PENNAD.


Gwéstlérez muriou Jéruzalem.


1. Chétu aman̄ ar véleien hag al Lévited a biñaz gan̄t Zorobabel, mâb Salatiel, ha gan̄t Josué : Saraia, Jérémias, Esdras,

2. Amaria, Melluc’h, Hattus,

3. Sébénias, Réum, Mérimut,

4. Addo, Genton, Abia,

5. Miamin, Madia, Belga,

6. Séméia, ha Joiarib, Idaia, Sellum, Amok, Helsias,

7. Idaia. Ar ré zé eo prin̄sed ar véleien, hag hô breûdeûr é deisiou Josué.

8. Hag al Lévited : Jésua, Bennui, Kedmihel, Sarébia, Juda, Matanias, péré a oa da benn gan̄d hô breûdeûr, war ar ganaouennou-san̄tel.

9. Bekbésia hag Hanni, hag hô breûdeûr, pép-hini enn hé garg.

10. Hôgen Josué a oé tâd Joasim, ha Joasin a oé tâd Éliasib, hag Éliasib a oé tâd Joiada (T) ;

11. Ha Joiada a oé tâd Jonatan, ha Jonatan a oé tâd Jeddoa. (T).

12. Hôgen é deisiou Joasim, chétu aman̄ ar véleien ha pennou hô ziadou : Eûz a Zaraia, Maraia ; eûz a Jérémias, Hananias ;

13. Eûz a Esdras, Mosollam ; eûz a Amarias, Johanan ;

14. Eûz a Vilic’ho, Jonatan ; eûz a Zébénias, Jozef ;

15. Eûz a Haram, Edna ; eûa a Variot, Helsi ;

16. Eûz a Adaia, Zac’harias ; eûz a C’henton, Mosollam,

17. Eûz a Abias, Zéc’hri : eûz a Viamin hag eûz a Voadias, Felti ;

18. Eûz a Velga, Sammua ; eûz a Zémaia, Jonatan ;

19. Eûz a Joiarib, Matanai ; eûz a Jodaia, Azii ;

20. Eûz a Zellai, Sélai ; eûz a Amok, Héber :

21. Eûz a Helsias, Hasébia ; eûz a Idaia, Natanael.

22. Al Lévited é deisiou Éliasib, ha Joiada, ha Johanan, ha Jeddoa, hag hanvou pennou ann tiadou hag ar véleien, a oé skrivet é-pad rén Darius, roué ar Bersianed.

23. Mipien Lévi, prin̄sed ann tiadou, a zô bét skrivet hô hanvou é levr ar Paralipoménon, ha bété deisiou Jonatan, mâb Éliasib.

24. Ha prin̄sed al Lévited, Hasébia, Sérébia, ha Josué, mâb Kedmihel ; hag hô breûdeûr enn hô reiz, évit meûli hag an̄savout gloar ann Aotrou, hervez gourchémenn David, ann dén Doué, hag hé zévéni gan̄t reiz pép-hini d’hé drô.

25. Matania, ha Bekbésia, Obédia, Mosollam, Telmon, Akkub, péré a ziwallé ann ôriou hag ar borchédou war harz ann ôriou.

26. Ar ré-man̄ a oa é deisiou Joasim, mâb Josué, mâb Josédek, hag é deisiou Néhémias ann dûg, hag Esdras ar bélek hag ar skrivañer.

27. Hôgen évit sakrérez mûr Jéruzalem, é oé klasket al Lévited eûz hô holl lec’hiou, hag é oen̄t digaset da Jéruzalem, évit ma rajen̄t ar sakrérez-zé gan̄t lévénez hag anaoudégez-vâd, gan̄t kanaouennou, ha simbalou, ha lirennou, ha télennou.

28. Hôgen mipien ar ganerien en em strollaz eûz ar gompézennou war-drô da Jéruzalem, hag eûz a vourc’hiou Nétufati,

29. Hag eûz a dî Galgal, hag eûz a vrôiou Géba hag Azmavet ; râg ar ganerien hô dôa savet bourc’hiou évit-hô war-drô da Jéruzalem.

30. Ar véleien hag al Lévited en em c’hlanaz, hag a c’hlanaz ar bobl, hag ar persier, hag ar vûr.

31. Ha mé a lékéaz prin̄sed Juda da biña war ar vûr ; hag é riz diou van̄den vrâz évit kana meûleûdiou. Hag hî a iéaz a zéou war ar vûr, étréze porz ann teil.

32. Hag Osaias a iéaz war hô lerc’h, hag ann han̄ter eûz a brin̄sed Juda,

33. Hag Azarias, Esdras, ha Mosollam, Judas, ha Ben̄jamin, ha Séméia, ha Jérémias.

34. Hag eûz a vipien ar véleien gan̄d hô c’herniel-boud, Zac’harias, mâb Jonatan, mâb Séméia, mâb Matanias, mâb Mic’haia, mâb Zéc’hur, mâb Asaf ;

35. Hag hé vreûdeûr, Séméia, hag Azaréel, Malalai, Galalai, Maai, Natanael, ha Judas, hag Hanani, gan̄t binviou David ann dén Doué ; hag Esdras ar skrivañer enn hô raok out porz ar feun̄teun.

36. Hag hî a biñaz war ann tû énep, é dérésiou kéar David, el léac’h ma zâv ar vûr dreist tî David, ha bété porz ann douréier war-zû ar sâv-héol.

37. Hag ann eil van̄den eûz ar ré a gané meûleûdiou, a iéa étrézég ann tû énep ; ha mé war hé lerc’h, hag ann han̄ter eûz ar bobl war ar vûr, ha war ann tour eûz ar fourniou, ha bétég al lôd lédana eûz ar vûr,

38. Ha war borz Éfraim, ha war ar borz kôz, ha war borz ar pésked, ha war tour Hananéel, ha war tour Émat, ha bété porz ann tropel ; hag hî a choumaz out porz ann diwall.

39. Hag ann diou van̄den eûz ar ré a gané meûleûdiou é tî ann Aotrou, a choumaz enn hô sâ, ha mé ivé, hag ann han̄ter eûz ar pennou-brô a oa gan-én̄ :

40. Hag ar véleien ivé ; Éliakim, Maasia, Miamin, Mic’héa, Élioénai, Zac’harias, Hanania, gan̄t kerniel-boud,

41. Ha Maasia, ha Séméia, hag Éléazar, hag Azzi, ha Johanan, ha Melc’hia, hag Élam, hag Ézer ; hag ar ganerien a ganaz skiltr, ha Jezraia hô réner.

42. Hag hî a lazaz kalz a viktimou enn deiz-zé, hag en em laouénaaz : râk Doué en dôa hô c’harget eûz a eul lévénez vrâz ; hô gragez ivé, hag hô bugalé en em laouénaaz, ha lévénez Jéruzalem a oé klevet a bell.

43. Dilennet é oé ivé enn deiz-zé, é-touez ar véleien hag al Lévited, tûd évid hô lakaad da benn war gamprou ann ten̄zor, war ar braoued, war ar c’hen̄ta-frouez, ha war ann déogou, évit ma helché ar ré gen̄ta eûz a géar hô digémérout digan̄t-hô gan̄t trugarézou brâz : râk Juda en em laouénéé kaer, ô véza ma oa énô ar véleien hag ar Lévited.

44. Hag hî a viraz gourc’hémenn hô Doué, ha gourc’hémenn ann dic’haouidigez ; hag ivé ar ganerien hag ar borsierien, hervez kémenn David, ha Salomon hé vâb ;

45. Râg é deisiou David hag Asaf, abaoé ar penn ken̄ta, é oé lékéat prin̄sed war ar ganerien, évit meûli hag an̄savout Doué enn hô c’hân.

46. Hag Israel holl, é deisiou Zorobabel, hag é deisiou Néhémias, a rôaz bemdez hô lôd d’ar ganerien ha d’ar borsierien : rei a réan̄t ivé eûz ann traou san̄tel d’al Lévited, hag al Lévited a rôé eûz ann traou san̄tel da vipien Aaron.


————


XIII. PENNAD.


Al lézen a zô lennet. Néhémias a gastiz kalz direisiou.


1. Hôgen enn deiz-zé é oé lennet enn eul levr eûz a Voizez dirâg ar bobl ; hag é oé kavet skrivet enn-han̄ pénaoz na dlé bikenn ann Ammonited hag ar Voabited mon̄d é iliz Doué :

2. O véza n’hô deûz két diambrouget bugalé Israel gan̄t bara ha dour ; ha ma hô deûz digaset Balaam enn hô énep, évid hô millisien ; hag hon Doué a droaz ar valloz é bennoz.

3. Hôgen p’hô dôé klevet al lézen, é ranchon̄t eûz a Israel ann holl ziavésidi.

4. Ha war gémen̄t-sé édô Éliasib ar bélek, péhini a oa bet da benn war den̄zor tî hon Doué, hag a oa kâr-nes da Dobias.

5. Hôgen lakaad a réaz ôber évit-han̄ eunn ten̄zor brâz ; hag énô é oé kaset dira-z-han̄ ével rôou, ézan̄s, ha listri, ha déog ann éd, hag ar gwîn hag ann éôl ; lôd al Lévited, hag ar ganerien, hag ar borsierien, ha préveûdiou ar véleien.

6. Hôgen enn holl zeisiou-zé né oann két é Jéruzalem ; râg enn eil vloaz ha trégon̄t eûz a Artaksersez, roué Babilon, éz îz d’hé gavout, hag é penn va buéz, é oenn kaset-kuît gan̄d ar roué ;

7. Hag ô véza deûet da Jéruzalem, ec’h anavéziz ann droug en dôa gréat Éliasib é-ken̄ver Tobias, oc’h ôber d’ézhan̄ eunn ten̄zor é porched tî Doué.

8. Hag ann droug a gaviz brâz-meûrbéd ; hag é taoliz arrébeûri tî Tobias er-méaz eûz ann ten̄zor :

9. Hag é kemenniz glana ann ten̄zor ; hag é likiiz kâs enn-han̄ listri tî Doue, ar sakrifiz hag ann ézan̄s.

10. Anaoud a rîz ivé pénaoz lôdou al Lévited né oan̄t két bét rôet d’ézhô ; ha pénaoz al Lévited, hag ar ganerien, hag ar zervicherien a oa tec’het pép-hini d’hé vrô.

11. Neûzé é komziz stard oud ar rénerien, hag é liviriz d’ézhô : Pérâg hon eûz-ni dilézet tî Doué ? Ha mé hô strollaz, hag hô lékéaz da choum enn hô c’hargou.

12. Ha Juda holl a zigasé er soliérou ann déog eûz ann éd, eûz ar gwîn, hag eûz ann eôl.

13. Ha nî a lékéaz da rénerien war ar soliérou, Sélémias ar bélek, ha Sadok ar skrivañer, ha Fadaias eûz al Lévited ; hag enn hô c’hén̄ver, Hanan, mâb Zac’hur, mâb Matanias, ô véza ma oan̄t bét anavézet ével tûd féal : ha lôdou hô breûdeûr a oé fisiet enn-hô.

14. Az péz koun ac’hanoun, va Doué, enn abek da gémen̄t-sé, ha na gâs két da-gét ar péz em eûz gréat a vâd é tî va Doué, hag enn hé lidou.

15. Enn deisiou-zé é wéliz tûd é Juda, péré a waskellé é deiz ar sabbat, péré a zougé malanou, hag a vec’hié war azéned gwîn, ha rézin, ha fiez, ha bec’hiou a bép doaré, évit digas da Jéruzalem é deiz ar sabbat. Ha mé a c’hourc’hémennaz d’ézhô na werzchen̄t mui néméd enn deisiou é péré é oa aotréet gwerza.

16. Ann Tiried ivé a choumaz er géar, hag a zigasé enn-hi pésked, ha kémen̄d a oa mâd da werza ; hag hî hô gwerzé da vipien Juda, é deisiou ar sabbat, é Jéruzalem :

17. Râk-sé é tamalliz ar ré gen̄ta eûz a Juda, hag é liviriz d’ézhô : Pétrâ eo ann drouk-zé a rît ? Ha pérâg é saotrit-hu deiz ar sabbat ?

18. Ha né két ével henn hô deûz gréat hon tadou ? Ha né két ével-sé en deûz hon Doué digaset war-n-omp, ha war ar géar-man̄, ann holl zroug-zé ? Ha c’houi a denn c’hoaz buanégez ann Aotrou war Israel, ô terri ar sabbat.

19. Pa oé éta persier Jéruzalem enn éhan é deiz ar sabbat, é liviriz serra ann ôriou, hag é c’hourc’hémenniz na vijen̄t digoret némét goudé ar sabbat ; hag é likiiz paotred d’in é-tâl ar persier, évit na zigasché dén béac’h é-béd ébarz, é deiz ar sabbat.

20. Hag ar varc’hadourien, hag ar ré hô dôa eunn dra-bennâg da werza, a choumaz er méaz eûz a Jéruzalem eur wéach pé ziou.

21. Ha mé a grôzaz anézhô, hag a lavaraz d’ézhô : Pérâg é choumit-hu é-tâl ar vûr ? Ma her grît eunn eil wéach, é likiinn va dourn war-n-hoc’h. Abaoé neûzé éta na zeûjon̄t mui é deisiou ar sabbat.

22. Lavaroud a rîz ivé d’al Lévited en em c’hlana, ha don̄d da ziwallout ar persier, ha san̄téla deiz ar sabbat. Râk-sé éta, va Doué, az péz koun ac’hanoun, hag az péz truez ouz-in, hervez al lôd brâz eûz da drugarézou.

23. Enn deisiou-zé é wéliz ivé Iuzévien pére a géméré gragez é-touez ann Azotided, ann Ammonited, hag ar Voabited.

24. Hag hô mipien a gomzé a véac’h é iez ann Azotided, ha na hellen̄t ket komza é iéz ar Iuzévien ; hag hî a gomzé hervez ann eil bobl hag égilé.

25. Ha mé hô c’hrôzaz, hag a villigaz anézhô. Lakaad a rîz kanna lôd anézhô, hag é rîz hô zouga ; hag é likiiz anézhô da doui dirâk Doué, pénaoz na rôjen̄t két hô merc’hed d’hô mipien, ha na gemerchen̄t két eûz hô merc’hed évid hô mipien, hag évit-hô hô-unan, ô lavarout :

26. Ha né két ével-sé é péc’haz Salomon, roué Israel ? Ha koulskoudé na oé roué é-béd hén̄vel out-han̄ é-touez ann holl boblou ; hag hén̄ a oé karet-brâz gan̄t hé Zoué, ha Doué en dôa hé lékéat da roué war Israel holl ; ha merc’hed a-ziavéaz hel lékéaz da béc’hi.

27. Ha nî a vézô ivé dizen̄t, hag a rai ann holl zrouk-zé ; ha terri a raimp lézen hon Doué, ô kémérout gragez a-ziavéaz ?

28. Hôgen unan eûz a vipien Joiada, mâb Éliasib, ar bélek-brâz, a oa da vâp-kaer da Zanaballat ann Horonitad ; ha mé her c’hasaz-kuît diouz-in.

29. Az péz koun, Aotrou va Doué, eûz ar ré a zaotr ar vélégiez, ha bété lézen ar véleien hag al Lévited.

30. Hô glana a rîz éta eûz ann holl ziavésidi, hag é likiiz ar véleien hag al Lévited, pép-hini enn hé reiz hag enn hé labour,

31. Hag évit kennig ar c’heûneûd enn deisiou merket, hag évid ar préveûdiou. Az péz koun ac’hanoun, ô va Doué, enn da drugarez. Amen.




LEVR TOBIAS.


————


I. PENNAD.


Tobias a vir al lézen. Sével a ra hé vâb é doujan̄s Doué.


1. Tobias eûz a vreûriez hag eûz a géar Neftali, péhini a zô er Galiléa uc’héla, a-ziouc’h Naasson, adré ann hen̄t a gâs d’ar c’hûs-héol, gan̄t kéar Séfet a gleiz,

2. A oé kaset da sklâv é deisiou Salmanasar, roué ann Assiried ; ha pétrâ-bennâg ma oa é sklavérez, na zilézaz két hen̄d ar wirionez ;

3. Enn hévelep doaré ma tarnaoué bemdez kémen̄d a hellé da gaout étré ar ré eûz hé vrôiz, hag eûz hé vreûdeûr, a oa sklaved gan̄t-han̄.

4. Hag évit-han̄ da véza ar iaouan̄ka eûz ar re holl eûz a vreûriez Neftali, na réaz koulskoudé nétrâ a vibiliuz enn hé ôberiou.

5. Enn-divez p’az éa ar ré all holl étrézég al leûéou aour en dôa gréat Jéroboam, roué Israel, hén̄ hé unan a déc’hé diouc’h strollad ar ré all holl.

6. Hôgen mon̄d a réa da Jéruzalem é templ ann Aotrou ; hag énô éc’h azeûlé ann Aotrou, Doué Israel, hag é kennigé gan̄t léalded hé holl bréveûdiou hag hé zéogou.

7. Hag enn trédé bloaz é tarnaoué hé holl zéog étré ann distrôidi hag ann diavésidi.

8. Kémen̄t-sé, ha traou all hén̄vel out lézen Doué a zévénaz, hag hén̄ c’hoaz bugel.

9. Hôgen pa oé deûet da zén, é kéméraz da c’hrég Anna, eûz hé vreûriez ; hag en dôé anézhi eur mâb, da béhini é rôaz hé hanô.

10. Hag hén̄ a zeskaz d’ézhan̄, hag hen̄ bihanik, douja Doué, hag en em viret dioc’h ar péc’hed.

11. Hôgen pa oé kaset é sklavérez é kéar Niniv, hén̄ hag hé c’hrég, hag hé vâb, hag hé holl vreûriez ;

12. Pa zebré ar ré all holl kigou ar Jen̄tiled, hén̄ a viraz hé éné glân, ha n’en em zaotraz biskoaz gan̄d hô boédou.

13. Hag ô véza m’en dôé koun eûz ann Aotrou a greiz hé galoun, Doué hel lékéaz da gavout trugarez dirâk Salmanasar, ar roué,

14. Péhini a rôaz d’ézhan̄ ar galloud da von̄d el léac’h ma karjé, ha da ôber ar péz a garjé.

15. Kerzoud a réa éta étrézég ar ré holl a oa é sklavérez hag é rôé d’ézhô aliou mâd.

16. Eunn deiz é teûaz da Ragés, kéar d’ar Védied, hag hén̄ en dôa dék talan̄t arc’han̄t, a zeûé eûz ar rôou en dôa gréat ar roué d’ézhan̄.

17. Hag é-touez ann niver brâz eûs ar ré eûz hé wenn, ô wélout pénaoz Gabélus, péhini a oa eûz hé vreûriez, en em gavé ézommek, é rôaz d’ézhan̄ ar somm arc’han̄t-zé war hé zîn.

18. Hôgen pell amzer goudé, pa oé marô Salmanasar, ha pa réné enn hé léac’h Sennachérib, hé vâb, péhini a gaséé kaer bugalé Israel ;

19. Tobias a iéa bemdez da wélout hé holl géren̄t, hag a tic’hlac’hare anézhô, hag a ranné étré-z-hô kémen̄d ha ma hellé eûz hé vadou.

20. D’ar ré hô dôa naoun, é roé da zibri ; d’ar ré a oa enn noaz, é rôé diḻad hag ar ré varô hag ar ré lazet a lékéa er béz gan̄t préder.

21. Enn-divez pa zistrôaz ar roué Sennachérib eûz ar Judéa, ô tec’hout diouc’h ar gouli en dôa Doué digaset war-n-ézhan̄, enn abek d’hé zrouk-prézek ; hag ô véza savet droug enn-han̄, ma lazaz kalz eûz a vugalé Israel, Tobias a vésié hô c’horfou.

22. Kerken̄t ha ma oé lavaret kémen̄t-sé d’ar roué, é kémennaz hé laza, hag é lammaz digan̄t-han̄ hé holl vadou.

23. Hôgen Tobias, ô véza bét tennet pép-trâ digan̄t-han̄, a déc’haz gan̄d hé vâb hag hé c’hrég : hag en em guzaz, râk kalz é oa karet.

24. Hôgen pemp deiz ha daou-ugen̄t goudé, é oé lazet ar roué gan̄d hé vipien ;

25. Ha Tobias a zistrôaz d’hé dî ; hag hé holl vadou a oé distolet d’ézhan̄.


————


II. PENNAD.


Bézia a ra Tobias ar ré-varô. Dall é teû.


1. Goudé kémen̄t-sé, ô véza ma oa eunn deiz goél d’ann Aotrou, Tobias a lékéaz aoza eur ban̄vez brâz enn hé dî ;

2. Hag é lararaz d’hé vâb : Kéa, ha digas aman̄ eur ré-bennâg eûz hor breûriez, péré a zouj Doué, évit ma banvézin̄t gan-é-omp.

3. Hé vâb a iéaz ; ha pa oé distrôet é lavaraz d’ézhan̄, pénaoz unan eûz a vugalé Israel a oa bét lazet, hag a oa gourvézet war ar rû. Râk-tâl Tobias a zavaz diouc’h taol, hag ô tilézel hé bréd, éz éaz war-iûn étrezég ar c’horf :

4. Hag ô kémérout anézhan̄, hen dougaz é-kûz enn hé dî, évid hé vésia gan̄t préder, pa vijé kuzet ann héol.

5. Ha p’en dôé kuzet ar c’horf, é tebraz hé voéd gan̄t glac’har, hag enn eur gréna ;

6. O kaout son̄j eûz ar gér-zé, en dôa lavaret ann Aotrou, dré c’hénou Amos, ar profed : Hô teiziou goél a drôi é daélou hag é kan̄v.

7. Pa oé éta kuzet ann héol, éz éaz, hag é vésiaz anézhan̄.

8. Hôgen hé holl géren̄t a damallé anézhan̄, ô lavarout : Dija évit kémen̄t-sé eo bét gourc’hémennet da laza ; hag a-véac’h out bét tec’het diouc’h ar marô, ha c’hoaz é vésiez ar ré varô ?

9. Hôgen Tobias, péhini a zoujé muioc’h Doué égéd ar roué, a skrapé korfou ar ré lazet, hag hô c’huzé enn hé dî, hag hô bésié é-kreiz ann nôz.

10. C’hoarvézout a réaz eunn deiz pénaoz ô véza skuîz ô vésia ar ré varô, é tistrôaz d’ar géar, é c’hourvézaz é-tâl eur vôger, hag é kouskaz :

11. Ha pa édô kousket, é kouézaz, eûz a eunn neiz gwennélied, kaoc’h tomm war hé zaoulagad, hag é teûaz da véza dall.

12. Doué a aotréaz é c’hoarvézché ann dra-zé gan̄t-han̄, évit ma vijé rôet da skouér hé habaskded d’ar ré hé-c’houdé ével hini ann dén san̄tel Job :

13. Râg ô véza m’en dôa doujet Doué a-vihanik, ha m’en dôa miret hé c’hourc’hémennou, na voudaz két oud Doué, dré m’en dôa hé skôet gan̄d ann dallen̄tez ;

14. Hôgen stard é choumaz é doujan̄s Doué, oc’h hé drugarékaat é holl zeisiou hé vuez.

15. Râg ével ma heskiné ann dén san̄tel Job, ar rouéed, ével-sé hé géren̄t hag hé géren̄t-nés a réa goab eûz hé vuézégez, ô lavarout :

16. Péléac’h éma da c’héd, évit péhini é réez aluzennou, hag é vésiez ar ré varô ?

17. Hôgen Tobias a damallé anézhô, ô lavarout : Na gomzit két ével-sé :

18. Râk nî a zô mipien ar zen̄t ; hag é c’hédomp ar vuez-zé, a dlé Doué rei d’ar ré, péré na zilez morsé ar feiz enn-han̄.

19. Hôgen Anna, hé c’hrég, a iéa bemdez da ôber lien, hag hî a zigasé ar péz a hellé da c’hounid gan̄t labour hé daouarn.

20. Hag hî ô véza bét rôet d’ézhi eur menn-gavr, a zigasaz anézhan̄ d’ar géar.

21. Pa glevaz hé ozac’h anézhan̄ ô veia, é lavaraz : Likid évez na vé bét laéret, distolit-hen̄ d’hé vistri, râk né két aotreet d’é-omp dibri eunn dra laéret, pé lakaad hon dourn war-n-ézhan̄.

22. Hag hé c’hrég ô sével droug enn-hi, a lavaraz : Gwân anat eo da c’héd, ha da nétrâ eo deûet da aluzennou.

23. Hag ével-sé, hag enn eunn doaré all, é réa-hî tamallou d’ézhan̄.


————


III. PENNAD.


Péden Tobias ha Sara, merc’h Raguel.


1. Neûzé Tobias a hirvoudaz, hag a zeûaz da bédi gan̄d daérou,

2. O lavarout : Aotrou, té a zô gwirion, ha da holl varnédigézou a zô hervez ar gwîr, ha da holl hen̄chou eo trugarez, ha gwirionez, ha barnédigez.

3. Ha bréma, Aotrou, az péz koun ac’hanoun ; na gémer két a ven̄jan̄s eûz va féc’héjou ; ha na zigas két da én̄vor va gwallou, pé ré va zadou,

4. O véza n’hon eûz két sen̄tet oud da gélennou, râk-sé eo omb bét rôet d’ar gwastérez, ha d’ar sklavérez, ha d’ar marô, ha da c’hoapérez, ha da damall ann holl vrôadou, é touez péré éc’h eûz hor skiñet.

5. Ha bréma, Aotrou, eo brâz da varniou, ô véza n’omp két en em rénet hervez da gélennou, ha n’hon eûz két kerzet gan̄d éeunder dira-z-oud.

6. Ha bréma, Aotrou, grâ d’in hervez da ioul, ha gourc’hémenn ma vézô digéméret va éné é péoc’h ; râg gwell eo gan̄én̄ mervel égét béva.

7. Enn hévélep deiz é c’hoarvézaz pénaoz Sara, merc’h Raguel, eûz a Ragéz, kéar d’ar Védied, a glevaz eunn tamall a berz unan eûz a vitisien hé zâd,

8. Enn abek ma oa bét dimézet da zeiz goaz, ha ma oan̄t bét lazet gan̄d eunn diaoul hanvet Asmodéus, kerken̄t ha ma oan̄t éat d’hé c’havout.

9. Pa grozé éta ar plac’h évid eur gwall é dôa gréat, hou-man̄ a lavaraz d’ézhi : Doué ra virô na wélimp bikenn ac’hanod na mâb na merc’h war ann douar, lazérez da ézec’h.

10. Ha na fell két d’id va laza ivé, ével ma éc’h eûz lazet ken̄t seiz ozac’h ? Pa glevaz kémen̄t-sé, Sara a biñaz d’ar gambr uc’héla eûz hé zî, hag a-héd tri dervez ha teir nôzvez na zebraz na na évaz :

11. Hag ô pédi stard, é c’houlennas digan̄d Doué gan̄d daérou, ma tieûbché anézhi eûz ann tamall-zé.

12. Hôgen enn tréde deiz, é peûr-c’hréaz hé féden, hag é vennigaz ann Aotrou,

13. O lavarout : Benniget ra vézô da hanô, Doué hon tadou, péhini, goudé béza buanékéet, a râ trugarez, hag é amzer ar c’hlac’har a zistol hô féc’héjou d’ar ré a béd ac’hanod.

14. Étrézég enn-od, Aotrou, é trôann va daoulagad, war-n-od é taolann va daoulagad.

15. Mé a c’houlenn digan-éz, Aotrou, ma tieûbi ac’hanoun eûz ann tamall-zé, pé ma tenni ac’hanoun diwar ann douar.

16. Té a oar, Aotrou, pénaoz n’em eûz biskoaz c’hoan̄téet eur goaz, hag em eûz miret va éné glân eûz a bép gwall-ioul.

17. Biskoaz n’ounn en em mesket gan̄d ar c’hoarierien, na n’em eûz daremprédet ar ré a gerz er skan̄bennidigez.

18. Ma em eûz aotréet kéméroud eur goaz, eo dré da zoujan̄s, ha né két dré va droug-ioul.

19. Ha martézé ounn bét dizellézek eûz ar ré a zô bét rôet d’in, pé hî n’in̄t két bét dellézek ac’hanoun, ô véza martézé ma éc’h eûz va miret évit eur goaz all.

20. Râk né két da guzul é galloud ann dén.

21. Hôgen kémen̄d hini a veûl ac’hanod, a oar ervâd pénaoz mar bez arnodet a-zoug hé vuez, é vézô kurunet ; mar béz glac’haret, é vézô dieûbet ; mar béz kastizet, é hellô gounid da drugarez.

22. Râk na gémérez két a zudi enn hor glac’hariou ; goudé ann arné, é tigasez ar sioulded ; ha goudé ann daérou hag ann huanadou, é rôez al lévénez

23. Doué Israel, ra vézô benniget da hanô da-vikenn.

24. Enn hévéleb amzer é oé klevet oud ann diou béden-zé dirâg gloar ann Doué brâz :

25. Ha Rafael, éal san̄tel ann Aotrou a oé kaset, évid hô faréa hô daou, ével ma oa bét digaset hô fédennou enn hévéleb amzer dirâg ann Aotrou.


————


IV. PENNAD.


Aliou Tobias d’hé vâb.


1. Tobiaz éta ô krédi pénaoz diouc’h hé béden é helle mervel, a c’halvaz étrézég enn-han̄ hé vâb Tobias,

2. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaou, va mâb, geriou va génou, ha laka-hi enn da galoun ével eunn diazez.

3. Pa en dévézô Doué digéméret va éné, laka bésia va c’horf ; hag enor da vamm keit ha ma vévô :

4. Râk té a dlé kaout koun a gémen̄t gloaz é deûz gouzan̄vet enn abek d’id pa édoz enn hê c’hôv.

5. Ha pa é dévézô-hi kaset ivé hé buez da benn, laka hé bésia em c’hichen.

6. É holl zeisiou da vuez az péz Doué enn da spéred ; ha diwall na rî bikenn péc’hed é-béd, ha na dorri kélennou ann Aotrou, hon Doué.

7. Gan̄d da vadou grâ ann aluzen, ha na zistrô két da zaoulagad diouc’h paour é-béd : râg ével-sé ivé ann Aotrou na zistrôiô két hé zaoulagad diouz-id.

8. Hervez ma helli, béz trugarézuz.

9. Ma éc’h eûz kalz, rô kalz ; ma éc’h eûz nébeût, laka évez da rei nébeût a galoun vâd.

10. Râg ével-sé é tastumi d’id eunn ten̄zor hag eur gôbr évid ann deiz a ézomm ;

11. Râg ann aluzen a denn eûz a bép péc’hed hag eûz ar marô, hag a vîr oud ann éné n’az ai enn dévalien.

12. Eûr fisian̄s brâz é vézô ann aluzen dirâg ann Doué uc’hel-brâz, évit kémen̄d hini en dévézô hé gréat.

13. En em vir, va mâb, diouc’h pép gadélez, ha némét gan̄d da c’hrég hép-kén, na râ nétrâ hag a vé eur gwall hé ôber.

14. Na lez morsé ar rogoni da zével enn da vennoz pé enn da c’hér : râg, enn-hi eo en deûz kavet pép droug hé benn ken̄ta.

15. Piou-bennâg en dévézô gréat eunn dra évid-oud, rô râk-tâl hé c’hôbr d’ézhan̄ ; ha na choumet morsé gôbr da c’hôpraer enn da dî.

16. Na ra két da eunn all ar péz na garfez két a vé gréat d’id.

17. Debr da vara gan̄d ar béorien, ha gan̄d ar ré hô deûz naoun, ha gôlô gan̄d da ziḻad ar ré a zô enn noaz.

18. Laka da vara ha da wîn war véz ann dén gwirion, ha na zebr, ha na év anézhô gan̄d ar béc’herien.

19. Goulenn kuzul bépréd digan̄d eunn dén fûr.

20. É péb amzer, meûl Doué, ha goulenn digan̄t-han̄ ma rénô da hen̄chou, ha ma choumô da holl guzuliou enn-han̄.

21. Rei a rann ivé da anaout d’id, va mâb, pénaoz, pa né oaz c’hoaz néméd eur bugel, em eûz rôet dék talan̄t arc’han̄t da Gabélus, péhini a choum é Ragéz, kéar d’ar Védied, hag em eûz hé skrîd étré va daouarn.

22. Râk-sé, gwél pénaoz é helli mon̄d d’hé gavout, ha digémérout digan̄t-han̄ ar soum arc’han̄t-zé, ha disteûrel d’ézhan̄ hé skrîd.

23. N’az péz két a aoun, va mâb ; paour omp évit gwîr ; hôgen kalz a vadou hor bézô, mar toujomp Doué, mar pellaomp diouc’h pép péc’hed, ha mar gréomp ervâd.


————


V. PENNAD.


Gan̄d ann éal Rafael éz a Tobias.


1. Neûzé Tobias a respoun̄taz d’hé dâd, hag a lavaraz : Va zâd, kémen̄d éc’h eûz gourc’hémennet d’in a rinn ;

2. Koulskoudé na ouzonn két pénaoz é hellinn tenna ann arc’han̄t-zé ; na anavez két ac’hanoun, ha na anavézann két anézhan̄. Pé arouéz a rôinn-mé d’ézhan ? Na ouzonn két zôkén dré bé hen̄t éz éeur d’ar vrô-zé.

3. Neûzé hé dâd a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Hé skrîd em eûz étré va daouarn ; kérken̄t ha ma hé ziskouézi d’ézhan̄, hé zistôlô d’id.

4. Hôgen kéa bréma, ha klask unan-bennâg féal, a hellô mon̄t gan-éz, oc’h hé baéa eûz hé boan ; évit ma vézô rôet d’id ann arc’han̄t-zé, en̄dra ma ounn béô.

5. Neûzé Tobias ô véza éat er-méaz, a gavaz eunn den-iaouan̄k kaer, hag hén̄ gourizet, hag é doaré eunn dén daré da von̄d enn hen̄t.

6. Hag ô véza na wié két pénaoz é oa eunn Éal Doué, é saludaz anézhan̄, hag é lavaraz d’ézhan̄ : A béléac’h oud-dé, dén-iaouan̄k-mâd ?

7. Hag hén̄ a lavavaz : Eûz a vugalé Israel. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Anaoud a réz-té ann hen̄t a gâs da vrô ar Védied ?

8. Hag hé-man̄ a lavaraz : Hé anaoud a rann ; hag aliez em eûz gréat ann holl hen̄chou-zé ; ha bét ounn ô choum é-tî Gabélus hor breûr, péhini a choum é Ragéz, kéar d’ar Védied, a zô savet war vénez Ekbatan.

9. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ ; Va gortoz aman̄, mé az péd, kén n’em bézô danévellet kémen̄t-man̄ d’am zâd.

10. Neûzé Tobias ô véza deûet enn tî, a zanévellaz kémen̄t-sé holl d’hé dâd, péhini souézet-brâz eûz ann dra-zé, a lavaraz d’hé vâb ma lakajé hé-man̄ da zon̄d enn tî.

11. Hag hé-man̄ ô véza deûet ébarz, a zaludaz Tobias, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ra vézô bépréd al lévénez gan-éz.

12. Ha Tobias a lavaraz : Pé lévénez a hell béza d’in, mé péhini a zô bépréd enn dévalien, ha na wélann két goulou ann én̄v ?

13. Hag ann dén iaouan̄k a lavaraz d’ézhan̄ : En em galounéka : tôst eo ann amzer é péhini é tlé Doue da baréa.

14. Neûzé Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té a hellô kâs va mâb da dî Gabélus, é kéar Ragéz, é brô ar Védied ? Ha pa vézi distrôet, é rôinn d’id da c’hôbr.

15. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Hé gâs hag hé zigas a rinn d’id.

16. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Lavar d’in, mé az péd, a bé diad, hag a bé vreûriez oud-sé ?

17. Hag ann Éal Rafael a lavaraz d’ézhan̄ : Ha tiad ar gôpraer eo a dlé kâs da vâb, pé ar gôpraer hé-unan péhini a glaskez ?

18. Hôgen gan̄d aoun na zeûfenn d’az nec’hi ; mé eo Azarias, mâb Ananias ar brâz.

19. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Eûz a eur wenn vrâz oud. Hôgen na zavet két a zroug enn-oud, ma em eûz bét c’hoan̄t da anaout da wenn.

20. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Iâc’h é kasinn da vâb, ha iâc’h hen digasinn d’id.

21. Hôgen Tobias a lavaraz : Kerzid ervâd ; ha bézet Doué enn hoc’h ergerz ; ha bézet hé Éal gan-é-hoc’h.

22. Neûzé goudé béza aozet pép trâ évid ann hen̄t, é lavaraz Tobias kénavézô d’hé dâd ha d’hé vamm ; hag éz éjon̄t hô-daou enn hen̄t.

23. Ha pa oen̄t éat-kuît, ar vamm en em lékéaz da wéla, ha da lavarout ; Bâz hor c’hôzni ec’h eûz tennet diouz-omp, hag hé belléet éc’h eûz.

24. A-ioul-Doué na vijé bet biskoaz d’é-omp ann arc’han̄t-zé, évit péhini éc’h eûz hé gaset.

25. A-walc’h é oa d’é-omp ann nébeûd hor bôa, évit ma zelchemp ével eur madou brâz, kaout hor mâb gan-é-omp.

26. Ha Tobias a lavaraz d’ézhi : Na wél két ; hor mâb a rai hé ergerz, ha iac’h é tistrôi étrézég enn-omp ; ha da zaoulagad her gwélô.

27. Râk mé a gréd pénaoz Éal mâd Doué a ia gan̄t-han̄, hag a rén kémen̄d a zell out-han̄, enn hévélep doaré ma tistrôi d’hor c’havout gan̄t lévénez.

28. O klevout kémen̄t-sé, hé vamm a éhanaz da wéla, hag a davaz.


————


VI. PENNAD.


Tobias a gémer eur pésk. Pétra a dlé da ôber ar ré a zimez.


1. Tobias en em lékéaz éta enn hen̄t, hag ar c’hî war hé lerc’h ; hag ann nôz gen̄ta é choumaz enn eul leac’h, war-harz ar ster Tigris.

2. Hag ô véza éat évit gwalc’hi hé dreid, é teûaz er-méaz eûz ann dour eur pésk brâz-direiz évid hé loun̄ka.

3. Tobias spoun̄tet brâz, en em lékéaz da c’harmi, ha da lavarout : Aotrou, en em deûrel a rai war-n-oun.

4. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer-hén̄ dré hé skouarn, ha tenn-hén̄ étrézeg enn-oud. Ha p’en dôé hé c’hréat, é sachaz anézhan̄ war ar séac’h ; hag ar pésk a zérouas lammédikaat oud hé dreid.

5. Neûzé ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Divouzel ar pésk-zé ha kémer évid-oud ar galoun, ar véstl hag ann avu anézhan ; râk louzou mâd a helleur da ôber gan̄t-hô.

6. Goudé m’en dôé gréat kémen̄t-sé, é rôstaz lôd eûz ar c’hîk a garchon̄t gant-hô enn hen̄t, hag é salchon̄t ann dilerc’h, a dlié béza a-walc’h évit-hô, kén na vijen̄t deûet da Ragez, kéar d’ar Védied.

7. Neûzé Tobias a réaz eur goulenn oud ann Éal, ô lavarout : Azarias va breûr, lavar d’in, mé az péd, pé louzou a helleur da ôber gan̄d ar péz zô bét fellet d’id a virchemp eûz ar pésk.

8. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Ma lékéez eunn tamm eûz hé galoun war ar glaou, ar môged a zâv diout-hi a gâs-kuît a bép gwenn diaoulou, daoust pé eûz a eur goaz, daoust pé eûz a eur vaouez ; enn hévélep doaré na dôstaon̄t mui out-hô.

9. Hag ann avu a zô mâd évit larda ann daoulagad war béré éma ar banné, hag hi a zeû da véza iac’h gan̄t-han̄.

10. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Péléc’h é fell d’id éz ajemp da choum ?

11. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Aman̄ ez eûz eunn dén hanvet Raguel, a zô kâr d’id, hag eûz da vreûriez ; eur verc’h en deûz hanvet Sara, hag hî penn-hérez, râk n’en deûz na paotr, na merc’h all némét-hi.

12. Hé holl vadou a dlé digouézout d’id, ha réd eo d’id hé c’hémérout da c’hrég.

13. Goulenn-hi éta digan̄d hé zâd, hag hén̄ hé rôi d’id da c’hrég.

14. Neûzé Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Klevet em eûz pénaoz é deûz bét seiz ozac’h, ha pénaoz in̄t bét marvet ; hôgen klevet em eûz ivé pénaoz in̄t bét lazet gan̄d eunn diaoul.

15. Aoun em eûz éta na c’hoarvezché kémen̄t-sé gan-én̄ ; ha pa ounn eur mab penn-her, na zeûjenn da c’hlac’hari va zûd enn hô c’hôsni, ha d’hô lakaad da ziskenni er béz.

16. Neûzé ann Éal Rafael a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaou ac’hanoun, hag é tiskouézinn d’id war béré en deûz galloud ann diaoul.

17. Ar ré péré pa zimézon̄t a bella Doué eûz hô c’haloun hag eûz hô spéred, hag en em rô d’hô gwall-ioul, ével eur marc’h pé eur mul, péré n’hô deûz két a skian̄t ; war ar ré-zé en deûz galloud ann diaoul.

18. Hôgen té, pa vézi dimézet gan̄d hou-man̄, ha pa vézi éat enn hé c’hambr, béz gan̄t-hi ével breûr ha c’hoar, a-héd trî dervez, ha n’en em rô néméd d’ar béden gan̄t-hi.

19. Enn nôz-zé, laka enn tân avu ar pésk, hag é lakai ann diaoul da dec’hi.

20. Enn eil nôzvez é vézi digéméret é kévrédigez ann tadou-brâz san̄tel.

21. Enn drédé nôzvez é tigéméri ar vennoz, az lakai da c’hénel mipien leûn a iéc’hed.

22. Ha goudé ma vézô tréménet ann drédé nôzvez, é kéméri ar plac’h-iaouan̄k é doujan̄s ann Aotrou, ha gan̄d ar c’hoan̄t da gaout bugalé, ken̄t égét gan̄d ar gwall-ioul ; évit m’az pézô lôd é bennoz Doué p’az pézô mipien eûz a wenn Abrabam.


————


VII. PENNAD.


Tobias a c’houlenn Sara, merch Raguel, da c’hrég.


1. Goudé-zé éz éjon̄t da dî Raguel ; ha Raguel hô digéméraz gan̄t lévénez.

2. Ha pa zellaz Raguel out Tobias, é lavaraz da Anna hé c’hrég : Pégen hén̄vel eo ann dén-iaouan̄k-zé out va c’hen̄derf !

3. Goudé-zé é lavaraz d’ézhô : A béléac’h oc’h-hu, hor breûdeûr iaouan̄k ? Hag hî a lavaraz : Eûz a vreûriez Neftali omp, eûz a sklaved Niniv.

4. Ha Raguel a lavaraz d’ézhô : Anaoud a rit-hu Tobias, va breûr ? Hag hî a lavaraz : Hé anaoud a réomp.

5. Hag ével ma lavaré Raguel kalz a vâd diwar-benn Tobias, ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Tobias a béhini é c’houlennez kélou digan-é-omp eo tâd hé-man̄.

6. Neûzé Raguel a dôstaaz out-han̄, hag a bokaz d’ézhan̄ gan̄t daélou ; hag ô wéla war hé c’houzoug,

7. E lavaraz d’ézhan̄ : Benniget ra vézi, va mâb, râk té a zô mâb da eunn dén mâd, da eunn dén ar gwella.

8. Hag Anna hé c’hrég, ha Sara hô merc’h a welaz ivé.

9. Goudé al lavariou-zé, é c’hourc’hémennaz Raguel ma vije lazet eunn dan̄vad, ha ma vijé aozet eur banvez. Hag ével ma hô fédé d’en em lakaad ouc’h taol,

10. Tobias a lavaraz : Na zebrinn, na na évinn aman̄ hiriô, kén n’az pézô a-raok aotréet d’in va goulenn, ha rôet da c’hér é rôi d’in da verc’h Sara da c’hrég.

11. Raguel ô klevout kémen̄t-sé a oé spoun̄tet-brâz, ô véza ma wié pétra a oa c’hoarvézet gan̄d ar seiz ozac’h a oa éat d’hé c’havout ; hag hén̄ a zeûaz da gaout aoun na c’hoarvezché kémen̄t-sé gan̄d hé-man̄ ; hag ô véza ma oa enn arvar, ha na rôé respoun̄t é-béd d’ar péz a oa goulennet digan̄t-han̄.

12. É lavaraz ann Éal d’ézhan̄ : N’az péz két a aoun da rei da verc’h da hé-man̄ péhini a zouj Doué : râk dléet eo da verc’h d’ézhan̄ da c’hrég ; râk-sé eo n’en deûz két eunn all gellet hé c’havout.

13. Neûzé Raguel a lavaraz : Na arvarann két pénaoz en deûz Doué digéméret dira-z-han̄ va fédennou ha va daelou :

14. Ha mé a gréd pénaoz en deûz hô lékéat da zon̄t d’am c’havout, évit ma timézché-hî gan̄d unan eûz hé c’héren̄tiez, hervez lézen Moizez ; ha dré-zé n’az péz kéd a arvar é rôjenn d’id va merc’h.

15. Hag ô kémérout dourn déou hé verc’h, é lékéaz anézhan̄ é dourn déou Tobias, ô lavarout : Doué Abraham, ha Doué Isaak, ha Doué Jakob ra vézô gan-é-hoc’h ; ra unvanô hé-unan ac’hanoc’h ; ha ra zévénô hé vennoz war-n-hoc’h.

16. Hag ô véza kéméret paper, é reizchon̄t ar skrîd a briédélez.

17. Goudé-zé é réjon̄t banvez, ô veûli Doué.

18. Raguel a c’halvaz Anna, hé c’hrég, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhi ma aozché eur gambr all.

19. Hag hî a gasaz enn-hi Sara hé merc’h, péhini en em lékéaz da wela.

20. Hag hé mamm a lavaraz d’ézhi : Kémer kaloun vâd, va merc’h : Aotrou ann én̄v ra rôi d’id lévénez goudé ann holl zoan éc’h eûz bét.


————


VIII. PENNAD.


Tobias ha Sara a béd héd ann nôz gen̄ta eûz hô eûreûd.


1. Hôgen goudé m’hô dôé koaniet, é kaschon̄t Tobias étrezég enn-hi.

2. Ha Tobias ô kaout koun eûz ar péz en dôa lavaret ann Éal d’ézhan̄, a dennaz eûz hé zâc’h lôd eûz a avu ar pésk, hag a lékéaz anézhan̄ war glaou béô.

3. Neûzé ann Éal Rafael a géméraz ann diaoul, hag a éréaz anézhan̄ é distrô ann Éjipt uc’héla.

4. Goudé-zé Tobias a rôaz ann ali-man̄ da Zara, ô lavarout : Sara, sâv, ha pédomp Doué hiriô, ha war-c’hoaz, ha goudé-war-c’hoaz : râg a-héd ann teir nôzvez-zé é tléomp en em unvani gan̄d Doué ; ha goudé ann drédé nôzvez, é vézimp enn hor priédélez.

5. Râk nî a zô mipien ar zen̄t, ha na dléomp két dimézi ével ar baganed péré na anavézon̄t két Doué.

6. Sével a réjon̄t éta hô daou, hag é pédchon̄t stard kévret Doué, ma rôjé ar iéc’hed d’ézhô.

7. Ha Tobias a lavaraz : Aotrou, Doué hon tadou, ra vézi meûlet gan̄d ann én̄v, hag ann douar, hag ar môr, hag ar feun̄teuniou, hag ar steriou, ha gan̄d ann holl grouadurien d’id a zô enn-hô.

8. Gréad éc’h eûz Adam gan̄t fan̄k ann douar, hag éc’h eûz rôet Éva da eil d’ézhan̄.

9. Ha bréma, Aotrou, té a oar pénaoz né két dré c’hadélez é kémérann va c’hoar da c’hrég, hôgen hép-kén gan̄d ar c’hoan̄t da lézel bugalé war va lerc’h, gan̄t péré é vézô meûlet da hanô da vikenn.

10. Sara a lavaraz ivé : Az péz truez ouz-omp, Aotrou, az péz truez ouz-omp, ma vévimp kévret kôz ha iac’h.

11. Hag é-trô kân ar c’hiḻek, é c’hourc’hémennaz Raguel d’hé vévellou don̄d d’hé gavout ; hag éz éjon̄t gan̄t-han̄ évit toulla eur béz.

12. Râg hén̄ a lavaré : C’hoarvézet é vézô martézé gan̄d hé-man̄ ével ma eo bét c’hoarvézet gan̄d ar seiz goâz all a zô bét gan̄t-hi.

13. Ha goudé m’hô dôé aozet ar béz, Raguel ô véza distrôet étrézég hé c’hrég, a lavaraz d’ézhi :

14. Kâs unan eûz da blac’hed évid gwélout mar d-eo marô, ma hé likiinn er béz abarz ma luc’hô ann deiz.

15. Hag hou-man̄ a gasaz unan eûz hé flac’hed, péhini ô véza éat er gampr, hô c’havaz leûn a iéched, ha kousket kévret hô-daou

16. Hag ô véza distrôet, é rôaz ar c’helou mâd-zé d’ézhô. Neûzé Raguel hag Anna, hé c’hrég, a veûlaz ann Aotrou,

17. Hag a lavaraz : Da veûli a réomp, Aotrou, Doué Israel, ô véza né két bét c’hoarvézet ével ma hor bôa mennet.

18. Râk trugarézuz oud bét enn hor c’hén̄ver, hag éc’h eûz pelléet diouz-omp ann énébour a heskiné ac’hanomp.

19. Ha truez éc’h eûz bét oud daou benn-her. Grâ, Aotrou, ma veûlin̄t ac’hanod mui-oc’h-vui, ha ma kennigin̄t d’id eur sakrifiz a veûleûdi évid iéc’hed éc’h eûz rôet d’ézhô ; ma anavézô ann holl vrôadou pénaoz n’eûz Doué all é-béd néméd-oud enn douar holl.

20. Ha Raguel a c’hourc’hémennaz râk-tâl d’hé vévellou, leûnia abarz ann deiz ar béz hô dôa toullet.

21. Gourc’hémenni a réaz ivé d’hé c’hrég ma aozché eur banvez, hag ann holl boéd a oa réd évit tûd a dlé mon̄d enn hen̄t

22. Lakaad a réaz laza diou vioc’h lard, ha pévar tourz évid aoza eur banvez évid hé holl amézéien hag hé viñouned.

23. Raguel a bédaz stard Tobias da choum gan̄t-han̄ a-héd diou zizun.

24. Raguel a rôaz da Dobias ann han̄ter eûz ann holl vadou en dôa ; hag é réaz eur skrid, évit ma teûjé enn hé gers goudé hô marô, ann han̄ter all a choumé gan̄t-hô.


————


IX. PENNAD.


Ann Éal a ia da gaout Gabélus, péhini a zeu da eûreûd Tobias.


1. Neûzé Tobias a c’halvaz ann Éal, péhini a venné é oa eunn dén ; hag é lavaraz d’ézhan̄ : Azarias, va breûr, mé az péd da zélaoui va geriou.

2. Ha pa en em rôjenn da sklâv d’id, na rajenn két c’hoaz a-walc’h évit kémen̄t éc’h eûz gréat évid-oun.

3. Koulskoudé da bédi a rann da gémérout gan-éz al loéned hag ann dûd a zô red, ha da von̄t da Ragez, kéar d’ar Védied, da dî Gabélus ; hag é tistoli d’ézhan̄ hé skrîd, hag é kéméri arc’han̄t digan̄t-han̄, hag é pédi anézhan̄ da zon̄t d’am eûreûd.

4. Râk té a oar da-unan pénaoz va zâd a niver ann deisiou ; ha mar daléann eunn deiz ouc’h-penn, é vézô glac’haret hé éné.

5. Gwelet éc’h eûz ivé péger stard en deûz Raguel va fédet da choum aman̄, ha pénaoz na hellann két disprizout hé béden.

6. Neûzé Rafael ô véza kéméret gan̄t-han̄ pévar eûz a vévellou Raguel, ha daou gan̄val, a iéaz da Ragez, kéar d’ar Védied ; hag ô véza kavet Gabélus, é tistolaz d’ézhan̄ hé skrîd, hag é kéméraz digan̄t-han̄ ann holl arc’han̄t.

7. Danévella a réaz d’ézhan̄ kémen̄d a oa c’hoarvézet gan̄t Tobias ar mâb ; hag é lékéaz anézhan̄ da zon̄t gan̄t-han̄ d’hé eûreûd.

8. Gabélus ô véza deûet da dî Raguel, a gavaz Tobias ouc’h taol ; hag hé-man̄ ô sével, é pokchon̄t ann eil d’égilé ; ha Gabélus a wélaz, hag a veûlaz Doué,

9. Hag a lavaraz : Ra vennigô ac’hanod Doué Israel, ô véza ma oud mâb da eunn dén gwirion, da eunn dén mâd, da eunn dén a zouj Doué, hag a rô aluzennou.

10. Ha ra vézô benniget da c’hrég, hag hô tadou :

11. Ha ra wélot hô mipien, ha mipien hô mipien bétég ann drédé hag ar bévaré gwenn ; ha ra vézô benniget hô kwenn gan̄d Doué Israel, péhini a rén a gan̄tved da gan̄tved.

12. Hag ann holl ô véza lavaret, Amen, en em lékéjon̄t ouc’h taol ; hôgen é-pad banvez ann eûreûd é virchon̄t c’hoaz doujan̄s ann Aotrou.


————


X. PENNAD.


Nec’h tâd ha mamm Tobias.


1. Hôgen ével ma taléé Tobias, dré ann abek d’hé eûreûd, hé dâd en em néc’haz, hag a lavaré : Pé évit trâ é talé va mâb, pérâg ef-hén̄ dalc’het énô ?

2. Ha marô é vé Gabélus, ha na helfe dén disteûrel ann arc’han̄t d’ézhan̄ ?

3. Don̄t a réaz éta d’en em c’hlac’hari, hag Anna hé c’hrég gan̄t-han̄ ; hag en em lékéjon̄t hô daou da wéla, ô véza na oa két distrôet hô mâb d’ann deiz merket.

4. Hôgen hé vamm a wélé hep gellout en em zic’hlac’hari, hag a lavaré : Allas! allas! va mâb ! Pérâg hon eûz-ni da gaset ker pell, té, goulou hon daoulagad, bâz hor c’hôzni, fréalzidigez hor buez, géd hon nésted ?

5. Pa hor bôa pép-trâ kévret enn-od hép-kén, na dliemp két da bellaad diouz-omp.

6. Ha Tobias a lavaré d’ézhi : Tâv, ha n’en em c’hlac’har két ; iac’h eo hor mâb ; léal-brâz eo ann dén-zé gan̄t péhini hon eûz hé gaset.

7. Hôgen na hellé két hî en em zic’hlac’hari é doaré é-béd ; hag ô von̄t bemdez er-méaz eûz hé zî, é sellé trô-war-drô, hag éz éa enn holl hen̄chou dré béré é venné-hi é helfé distrei, évit gellout hé wélout a bell pa zistrôjé.

8. Koulskoudé Raguel a lavaraz d’hé vâb-kaer : Choum aman̄, ha mé a gasô da Dobias da dâd kélou oûz da iéc’hed.

9. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a oar pénaoz bréma va zâd ha va mamm a niver ann deisiou, ha pénaoz in̄t gwall nec’het.

10. Pa en dôé Raguel pédet-kaer Tobias, ha pa na fellé két da hé-man̄ hé zélaoui é doaré é-béd, é lékéaz Sara étré hé zaouarn, gan̄d ann han̄ter eûz hé holl drâ, eûz hé baotred, eûz hé blac’hed, eûz hé dropellou, eûz hé gan̄valed, eûz hé zaoud, hag eûz a galz a archan̄t ; hag hé lézel a réaz da von̄t-kuît leûn a iéc’hed hag a lévénez,

11. O lavarout : Ra vézô Éal san̄tel ann Aotrou enn hoc’h hen̄t, ha ra gasô ac’hanoc’h dizrouk ha iac’h ; ha ra gavot pép-trâ ervâd war-drô d’hô tûd ; ha ra wélô va daoulagad hô pugalé abarz ma varvinn.

12. Neûzé ann tâd hag ar vamm a géméraz hô merc’h, a bokaz d’ézhi, hag hé lézaz da von̄t :

13. Oc’h alia anézhi da énori hé zâd-kaer, da garout hé ozac’h, da reiza hé ziegez, da réna hé zî, ha d’en em virout hé unan didamall.


————


XI. PENNAD.


Aliou Rafael da Dobias.


1. Ha pa zistrôen̄t, é teûjon̄t ann unnékved deiz da C’haran, a zô war ann hen̄t ô von̄t da Niniv.

2. Hag ann Éal a lavaraz : Tobias va breûr, té a oar é pé zoaré éc’h eûz lézet da dâd.

3. Mar fell éta d’id, éz aimp araok, ha da zervicherien a zeûi gwestad war hol lerc’h, gan̄d da c’hrég, ha gan̄d da loéned.

4. Ha p’hô dôé lékéat enn hô fenn mon̄d ével-sé, Rafael a lavaraz da Dobias : Kâs gan-éz eûz a véstl ar pésk ; râg ézomm ez pézô anézhan̄. Tobias a géméraz éta eûz ar véstl-zé, hag hî en em lékéaz enn hen̄t.

5. Hôgen Anna a azézé bemdez war-harz ann hen̄t war lein eur ménez, a béléac’h é hellé gwélout a bell.

6. Hag ével ma sellé ac’hanô ma na zeûé két hé mâb, é wélaz anézhan̄ a bell, hag hî hé anavézaz râk-tâl ô ton̄t ; hag oc’h en em lakaad da rédek, é kasaz ar c’hélou d’hé ozac’h, ô lavarout : Chétu da vâb ô ton̄t.

7. Ha Rafael a lavaraz da Tobias : Kerken̄t ha ma vézi éat enn da dî, azeûl ann Aotrou, da Zoué hag oc’h hé drugarékaat, tôsta oud da dâd, ha pok d’ézhan̄.

8. Ha râk-tâl laka oud hé zaoulagad eûz ar vestl pésk a zougez gan-éz ; râg gwéz pénaoz kerken̄t é tigorô he zaoulagad, hag é wélô da dâd goulou ann én̄v, hag é vézô leûn a lévénez pa wélô ac’hanod.

9. Neûzé ar c’hî péhini a oa éat enn hen̄t gan̄t-hô, a iéaz enn hô raok, hag ével pa vijé bét eur c’hannad, é tiskouézé hé lévénez gan̄d hé lidou, hag oc’h héja hé lôst.

10. Ha tâd Tobias hag hén̄ dall, a zavaz, hag en ém lékéaz da bafala gan̄d hé dreid ha da rédek ; hag ô kémérout dourn eur paotr, éz éaz da ziambrouga hé vâb.

11. Hag ô tigémérout anézhan̄ é pokaz d ézhan̄, hag hé c’hrég ivé, hag é téraouchon̄t hô daou da wéla gan̄t lévénez.

12. Ha goudé m’hô dôé azeûlet Doué, ha trugarekéet anézhan̄, éc’h azézchon̄t.

13. Neûzé Tobias ô kémérout eûz a véstl ar pésk, a lékéaz anézhan̄ oud daoulagad hé dâd.

14. Ha p’en dôé gortozet war-drô eunn han̄ter heûr, é téraouaz don̄d er-méaz eûz hé zaoulagad eur groc’hénen wenn é-doaré eur gwenn-vî.

15. Tobias ô krégi enn-hi hé sachaz eûz hé zaoulagad, ha râk-tâl é teûaz ar gwéled d’ézhan̄.

16. Hag hî a veûlaz Doué, hén̄, hag hé c’hrég, hag ar ré holl a anavézé anézhan̄.

17. Ha Tobias a lavaré : Mé a vennig ac’hanod, Aotrou, Doué Israel, ô véza ma éc’h eûz va c’hastizet, ha ma éc’h eûz va faréet ; ha chétu é wélann va mâb Tobias.

18. Sara, grég hé vâb, a zeûaz ivé seiz dervez goudé, gan̄d hé holl dûd leûn a iéc’hed, hag hé loéned, hag hé c’han̄valed, ha kalz a arc’han̄t eûz hé argourou ; hag ivé ann arc’han̄t a oa bét distolet gan̄t Gabélus.

19. Hag hen̄ a zanévellaz d’hé dûd ann holl vâd-ôberiou en dôa gréat Doué d’ézhan̄ dré ann dén a oa éat gan̄t-han̄.

20. Ac’hior ha Nabat, ken̄dirvi Tobias, a zeûaz d’en em laouenaat gân̄t-han̄, ha d’hé veûli eûz a gemen̄t en dôa gréat Doué enn hé gén̄ver.

21. Hag hî en em laouénaaz, oc’h ôber banvez a-héd seiz dervez.


————


XII. PENNAD.


Steûzia a ra Rafael dirâk Tobias hag hé vâb.


1. Neûzé Tobias a c’halvaz hé vâb, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a hellomp-ni da rei d’ann dén san̄tel-zé a zô bét éat gan-éz ?

2. Ha Tobias a lavaraz d’hé dâd : Va zâd, pé c’hôbr a rôimp-ni d’ézhan̄, ha pétrâ a helfé béza dellézek évid hé vâd-ôberiou ?

3. Va c’haset ha va digaset en deûz é iéc’hed ; béd eo hé-unan ô klask arc’han̄t Gabélus ; va lékéat en deûz da gaout va grég ; ann diaoul en deûz pelléet diout-hi, ha laouénéet hé zûd gan̄t-han̄ ; miret en deûz ouz-in na venn loun̄ket gan̄d ar pésk ; da lékéat en deûz da unan da wélout goulou ann én̄v ; ha gan̄t-han̄ eo omp bét leûniet a bép vâd. Pétrâ éta a hellomp ni da rei d’ézhan̄ hag a vé dellézek eûz a gémen̄t-sé ?

4. Hôgen da bédi a rann, va zâd, da c’houlenn stard digan̄t-han̄ ma teurvezô kémérout évit-han̄ ann han̄ter eûz a gemen̄t hon eûz digaset gan-é-omp.

5. Neûzé ann tâd hag ar mab ô véza hé c’halvet, a gasaz anézhan̄ a dû ; hag é pédchon̄t stard anézhan̄ ma teurvézché kémérout évit han̄ ann han̄ter eûz a gémen̄t hô dôa digaset gan̄t-hô.

6. Neûzé ann Éal a lavaraz d’ézhô é kuzul : Bennigit Doué ann én̄v, ha meûlit-hén̄ dirâg ann holl ré-véô, o véza ma en deûz gréat trugarez enn hô kén̄ver.

7. Râk mâd eo derc’hel enn amc’hou!ou lavar-kuzet eur roué ; hôgen énoruz eo diskouéza hag embanna ôberiou Doué.

8. Gwelloc’h éo ar béden gan̄d ar iûn hag ann aluzen, égéd ann ten̄zoriou hag ann aour a helfed da zastumi.

9. Râg ann aluzen a zieûb eûz ar marô, hag hi eo a lam ar béc’héjou, hag a laka da gavout ann drugarez hag ar vuez peûr-baduz.

10. Hôgen ar ré a ra ar péc’hed hag ar fallagriez a zô énébourien hô énéou.

11. Diskleria a rinn éta d’é-hoc’h ar wirionez, ha na guzinn két ouz-hoc’h eunn dra a zô disgwél.

12. Pa bédez gan̄d daélou, ha pa vésiez ar ré varô, ha pa lézez évit-sé da lein, ha pa guzez ar ré varô enn da di a-héd ann deiz, évid hô bésia a-héd ann nôz ; mé em eûz kenniget da bédennou d’ann Aotrou.

13. Hag ô véza ma oaz hétuz da Zoué, eo bét réd é vijez arnodet gan̄ d ann temptérez.

14. Ha bréma ann Aotrou en deûz va digaset évit da baréa, hag évit dieûbi diouc’h ann diaoul Sara, grég da vâb.

15. Râk mé eo ann Éal Rafael, unan eûz ar seiz péré a zô dirâg ann Aotrou.

16. Pa glevchon̄t kémen̄t-sé é oen̄t saouzanet, hag enn eur gréna en em daolchon̄t d’ann douar war hô génou.

17. Hag ann Éal a lavaraz d’ezhô : Ar péoc’h ra vézô gan-é-hoc’h, n’hô pézet két a aoun.

18. Râk pa édounn gan-é-hoc’h, dré ioul Doué édounn ; bennigit-hén̄, ha kanit hé veûleûdiou.

19. Diouc’h ann doaré é tébrenn hag éc’h évenn gan-é-hoc’h : hôgen mé a zô maget gan̄d eur boéd ha gan̄d eur braoued ha na hellon̄t két béza gwélet gan̄d ann dûd.

20. Préd eo d’in distrei étrézég ann hini en deûz va digaset ; hôgen c’houi, bennigit Doué hag embannit hé holl vurzudou.

21. Ha p’en dôé lavaret kémen̄t-sé, é steûziaz a zira-z-hô, ha na helchon̄t mui hé welout.

22. Neûzé ô véza en em daolet d’ann douar war hô génou a-héd teir heûr, é vennigchon̄t Doué ; hag ô véza savet, éc’h embanchon̄t hé holl vurzudou.


————


XIII. PENNAD


Kanaouen Tobias.


1. Neûzé Tobias, ann hini kôz, ô tigéri hé c’hénou a vennigaz ann Aotrou, hag a lavaraz : Brâz oud, Aotrou, er beûr-badélez, ha da rén en em astenn enn holl gan̄tvédou :

2. Râk té a skourjez hag a zieûb : té a gâs d’ann ifernou, hag a zigas ac’hanô : ha n’eûz hini hag a helfé tec’hout diouc’h da zourn.

3. An̄savit ann Aotrou, bugalé Israel ; ha meûlit-hén̄ dirâg ar brôadou :

4. Râg évit-sé en deûz hô skin̄et é-touez ar brôadou, péré na anavézon̄t két anezhan̄, évit ma embannot hé vurzudou, ha ma rôot da anaout d’ézhô penaoz n’eûz Doué all holl-c’halloudek némét-han̄.

5. Hén̄ eo en deûz hor c’hastizet enn abek d’hor fallagriézou, hag hén̄ eo a zieûbô ac’hanomp enn abek d’hé drugarez.

6. Sellit éta pétrâ en deûz gréat enn hor chén̄ver, hag an̄savit anézhan̄ gan̄d douj ha gan̄t krén ; ha meûlit dreist penn enn hoc’h ôberiou Roué ar c’han̄tvedou.

7. Évid-oun-mé a an̄savô anézhan̄ é douar va sklavérez ; ô véza ma en deûz diskouézet hé veûrdez é-kén̄ver eur vrôad, hag hi péc’hérez.

8. Distrôit éta, péc’herien ha grît reiz dirâk Doué, ha krédit pénaoz é rai trugarez enn hô kén̄ver.

9. Évid-oun-mé ha va éné, en em laouénaimp enn-han̄.

10. Bennigit ann Aotrou, c’houi holl hé zûd-dilennet ; bézet d’é-hoc’h deisiou a lévenez, hag an̄savit-hén̄.

11. Jéruzalem, kéar Doué, da gastizet en deûz ann Aotrou enn abek da ôberiou da zaouarn.

12. An̄sav ann Aotrou enn da vadou, ha bennig Doué ar c’han̄tvédou, évit ma assavô hé dabernakl enn-oud, ha ma lakai ann holl sklaved da zistrei étrézég enn-oud, ha ma en em laouénai é holl gan̄tvédou ar c’han̄tvédou.

13. Eûz a eur goulou skéduz é luc’hi ; hag ar boblou eûz a holl harzou ann douar a azeûlô ac’hanod.

14. Ar brôadou a zeûi a bell-brâz étrézég enn-oud ; hag ô tigas rôou, éc’h azeûlin̄t enn-oud ann Aotrou, hag é sellin̄t da zouar ével eunn douar san̄tel.

15. Râg ann hanô brâz a bédin̄t enn-oud.

16. Ar ré az tisprizô a vézô milliget ; ar ré a zrouk-prézégô diwar da benn a vézô barnet ; hag ar ré a zavô ac’hanod a vézô benniget.

17. Évid-oud, té en em laouénai enn da vipien, ô véza ma vézin̄t holl benniget, ha ma vézin̄t strollet war-drô d’ann Aotrou.

18. Gwenvidig eo ar ré holl a gâr ac’hanod, hag en em laouéna enn da béoc’h.

19. O va éné, bennig ann Aotrou, ô véza ma en deûz dieûbet Jéruzalem, hé géar, eûz hé holl en̄krézou, hén̄ péhini eo ann Aotrou, hon Doué.

20. Gwenvidig é vézinn, mar choum c’hoaz eur ré-bennâg eûz va gwenn évit gwélout skéd Jéruzalem.

21. Persier Jéruzalem a vézô gréat gan̄t safer ha smaragduz ; hag hé muriou trô-war-drô a vézô gréat gan̄t mein talvouduz-brâz.

22. Hé leûriou-ker a vézô pavéet gan̄t mein gwenn kann ; hag a-héd hé ruiou é vézô kanet, alléluia.

23. Benniget ra vézô ann Aotrou, péhini en deûz hé savet kenn uc’hel, ha rénet war-n-ézhi é-pâd kan̄tvédou ar c’han̄tvédou. Amen.


————


XIV. PENNAD.


Geriou divéza Tobias. Marô hé vâb.


1. Chétu geriou divéza Tobias. Ha goudé ma oe distrôet ar gwéled d’ézhan̄, é vévaz daou vloaz ha daou-ugen̄t ; hag hén̄ a wélaz mipien hé nized.

2. Ha goudé ma oé marô da zaou vloaz ha kan̄t, é oé bésiet gan̄d énor é Niniv.

3. C’houec’h vloaz hag han̄ter-kan̄t en dôa pa gollaz ar gwéled, ha da dri-ugen̄t é oé asrôet d’ézhan̄.

4. Ann dilerc’h eûz hé vuez a dréménaz el lévénez, ha goudé béza kerzet é douj Doué, é varvaz é péoc’h.

5. Pa oé daré da vervel, é c’halvaz Tobias hé vâb, ha seiz mâb bihan da hé-man̄, péré a oa nized d’ézhan̄, hag é lavaraz d’ézhô :

6. Diskar Niniv a zô tôst ; râk na gouézô két gér ann Aotrou ; hag hor breûdeûr péré a zô bét skiñet eûz a vrô Israel, a zistrôi enn-hi.

7. Holl zouar Israel goudé béza bét dizud, a vézô poblet a-névez, ha tî Doué péhini a zô bét devet, a vézô savet a-névez : ha kémen̄d hini a zouj Doué a zistrôi dî.

8. Ar brôadou a zilézô hô idolou, a zeûi da Jéruzalem, hag a choumô énô.

9. Hag holl rouéed ann douar en em laouénai enn-hi, oc’h azeûli roué Israel.

10. Sélaouit éta hô tâd, va mipien : servichit ann Aotrou er wirionez, ha likiit hô poan da ôber ar péz a zô hétuz d’ézhan̄.

11. Gourc’hémennit d’hô mipien ma rain̄t ôbériou reiz hag aluzennou, m’hô dévézô koun eûz a Zoué, ha ma vennigin̄t anézhan̄ é péb amzer er wirionez, hag eûz hô holl ners.

12. Bréma éta sélaouit ac’hanoun, va mipien, ha na choumit két aman̄ ; hôgen kerken̄t ha m’hô pézô bésiet hô mamm em c’hén̄ver hag enn hévéleb béz, hastit mon̄t-holl ac’hann :

13. Râg gwélout a rann pénaoz fallagriez ar géar-man̄ hé lakai da véza disman̄tret.

14. Pa oé éta marô hé vamm, Tobias a iéaz-kuît eûz a Niniv gan̄d hé c’hrég, hag hé vipien, ha mipien hé vipien, hag a zistrôaz étrézég hé dûd-kaer.

15. Iac’h hô c’havaz enn eur gôzni vâd ; hô frédéria a réaz hag é serraz hô daoulagad d’ézhô : holl zigwéz tî Raguel a zastumaz ; hag hén̄ a wélaz mipien hé vipien béteg ar pempved rumm.

16. Ha goudé m’en dôé bévet naon̄ték vloaz ha pévar-ugen̄t é douj Doué, é varvaz, hag hé mipien a vésiaz anézhan̄ gan̄t lid brâz.

17. Hé holl géren̄t, hag hé holl vipien en em gen̄dalc’haz bépréd enn eur vuez vâd, hag enn eur vuézégez san̄tel, enn hévélep doaré ma oen̄t karet gan̄d Doué ha gan̄d ann dûd ha gan̄t kemen̄d hini a oa war ann douar.