Mont d’an endalc’had

Bibl/Esdras. Levr ken̄ta

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 538-549)



ESDRAS.


LEVR KENTA.


————


I. PENNAD.


Sirus a lez ar Iuzevien da zistrei da Jéruzalem ha da zével ann templ a-névez.


1. Er bloavez ken̄ta eûz a Zirus, roué ar Bersied, évit séveni ar gér en dôa rôet dré c’hénou Jérémias, é lékéaz ann Aotrou spéred roué ar Bersied da zével, ha da embanna enn hé rouan̄télez holl, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar Sirus, roué ar Bersied : Ann Aotrou, Doué ann én̄v, en deûz roet d’in holl rouan̄télésiou ann douar ; hag hen̄ en deûz gourc’hémennet d’in ma zavchenn eunn tî d’ézhan̄ é Jéruzalem, a zô er Judéa.

3. Piou ac’hanoc’h a zô eûz he bobl ? Ra vézô he Zoué gan̄t-han̄. Ra biñô é Jéruzalem, a zô er Judéa, ha ra zavô a-névez tî ann Aotrou, Doué Israel, péhini eo Doué a zô é Jéruzalem.

4. Hag ann dûd all, é pé léac’h-bennâg ma choumon̄t, râ gen-nerzin̄t anézhan̄ eûz al léac’h é péhini en em gavon̄t, hag enn arc’han̄t, hag enn aour, hag eun danvez, hag el loéned ; hép niveri ar péz a gennigon̄t a ioul vâd é templ Doué a zô é Jéruzalem.

5. Neûze prin̄sed tiadou Juda ha Ben̄jamin a zavaz hag ivé ar véleien, hag al Lévited, ha kemen̄d hini a oé ken̄traouet hé spéred gan̄d Doué, évit piña da zével templ ann Aotrou a oa é Jéruzalem

6. Hag ar ré holl a oa war drô, a gen-nerzaz anézhô é listri arc’han̄t hag aour, é danvez, hag é loéned, hag é arrébeûri, hép nivéri ar péz a oa kenniget a ioul vâd.

7. Ar roué Sirus a zistolaz ivé d’ézhô listri templ ann Aotrou en dôa digaset Nabukodonosor eûz a Jéruzalem, hag en dôa lékéat é templ hé Zoué.

8. Sirus, roué ar Bersied, hô c’hasaz dré zourn Mitridates, mâb Gazabar, péhini hô rôaz dré niver da Zasabazar, prin̄s Juda.

9. Ha chétu aman̄ ann niver anézhô : trégon̄t plad aour, mil plad arc’han̄t, naô c’houn̄tel war-n-ugen̄t, trégon̄t kôp aour,

10. Pévar c’han̄t kôp arc’han̄t ha dék, eûz a eunn ézomm all distéroc’h, ha mil léstr all.

11. Eûz a listri aour hag arc’han̄t éz oa pemp mil ha pévar c’han̄t. Sasabazar hô c’hasaz holl gan̄t-han̄, gan̄d ar ré a zistrôaz da Jéruzalem goudé dizougadur Babilon.


————


II. PENNAD.


Niver ann dûd a zistrôaz eûz a Vabilon d’ar Judéa.


1. Chétu ann niver eûz a vugale Israel, péré, goudé béza bét kaset é sklavérez da Vabilon, gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, a zistrôaz da Jéruzalem ha da Juda, pép-hini d’hé géar.

2. Ar ré a zeûaz gan̄t Zorobabel, Josué, Nébemias, Saraia, Rahélaia, Mardoc’hai, Belsan, Mesfar, Béguai, Réhum, Baana. Ha niver tûd pobl Israel ;

3. Mipien Faros : Daou vil daouzék hag eiz-ugen̄t ?

4. Mipien Séfalia : Daouzék ha triouec’h-ugen̄t.

5. Mipien Aréa : Seiz kan̄t pemzék ha tri-ugen̄t.

6. Mipien Fahat-Moab, eûz a vipien Josué-Joab : Daou vil eiz kan̄t daouzék.

7. Mipien Élam : Mil daouzék ha daouzég-ugen̄t.

8. Mipien Zetua : Naô c’han̄t pemp ha daou-ugen̄t.

9. Mipien Zac’hai : Seiz kan̄t ha tri-ugen̄t.

10. Mipien Bani : C’houec’h kan̄t daou ha daou-ugen̄t.

11. Mipien Bébai : C’houec’h kan̄t tri war-n-ugen̄t.

12. Mipien Azgad : Daouzék kan̄t daou war-n-ugen̄t.

13. Mipien Adonikam : C’houec’h kan̄t c’houéac’h ha tri-ugen̄t.

14. Mipien Béguai : Daou vil c’houéac’h hag han̄ter-kan̄t.

15. Mipien Adin : Pévar c’han̄t pévar hag han̄ter-kan̄t.

16. Mipien Ater, a zeûé eûz a Ezéc’hia : Triouec’h ha pévar-ugen̄t.

17. Mipien Bésai : Tri chan̄t trî war-n-ugen̄t.

18. Mipien Joza : Daouzék ha kan̄t.

19. Mipien Hasum : Daou c’han̄t trî war-n-ugen̄t.

20. Mipien Gebbar : Pemzék ha pévar-ugen̄t.

21. Mipien Bétléhem : Tri ha c’houec’h-ugen̄t.

22. Tûd Nétufa : C’houéac’h hag han̄ter-kan̄t.

23. Tûd Anatot : Eiz ha c’houeac’h-ugen̄t.

24. Mipien Azmavet : Daou ha daou-ugen̄t.

25. Mipien Kariatiarim, Kéfira, ha Berot : Seiz kan̄t trî ha daou-ugen̄t.

26. Mipien Rama ha Gabaa : C’houec’h kan̄t unan war-n-ugen̄t.

27. Tûd Mac’hmas : Daou ha c’houec’h-ugen̄t.

28. Tûd Bétel hag Hai : Tri hag unnég-ugen̄t.

29. Mipien Nébo : Daou hag han̄ter-kan̄t.

30. Mipien Megbis : C’houéac’h hag han̄ter-kan̄t.

31. Mipien ann Élam all : Daouzék kan̄t pevar hag han̄ter-kan̄t.

32. Mipien Harim : C’houézek-ugen̄t.

33. Mipien Lod, Hadid, hag Ono : Seiz kan̄t pemp war-n-ugen̄t.

34. Mipien Jériko : Pemp ha seitek-ugen̄t.

35. Mipien Sénaa : Trégon̄t ha triouec’h-ugen̄t.

36. Ar véleien : Mipien Jadaia é tî Josué : Naô c’han̄t trizek ha tri-ugen̄t.

37. Mipien Emmer : Mil daou hag han̄ter-kan̄t.

38. Mipien Feshur : Daouzék kan̄t seiz ha daou-ugen̄t.

39. Mipien Harim : Dék kan̄t ha seiték.

40. Al Lévited : Mipien Josué ha Kedmihel : Pévarzék ha tri-ugen̄t.

41. Ar ganerien : Mipien Asaf : Eiz ha c’houec’h-ugen̄t.

42. Mipien ar borsierien : Mipien Sellum, mipien Ater, mipien Telmon, mipien Akkub, mipien Hatita, mipien Sobai : Naon̄ték ha c’houec’h-ugen̄t.

43. Ann Natinéed : Mipien Siha, mipien Hasufa, mipien Tabbaot,

44. Mipien Séros, mipien Siaa, mipien Padon,

45. Mipien Lébana, mipien Hagaba, mipien Hakkub,

46. Mipien Hagab, mipien Semlai, mipien Hanan,

47. Mipien Gaddel, mipien Gaher, mipien Reaja,

48. Mipien Rasin, mipien Nékoda, mipien Gazam,

49. Mipien Aza, mipien Faséa, mipien Béséé,

50. Mipien Aséna, mipien Munim, mipien Néfusim,

51. Mipien Bakbuk, mipien Hakufa, mipien Harbur,

52. Mipien Beslut, mipien Mahida, mipien Harsa,

53. Mipien Berkos, mipien Sirara, mipien Téma,

54. Mipien Nasia, mipien Hatifa,

55. Mipien servicherien Salomon, mipien Sotai, mipien Soféret, mipien Faruda,

56. Mipien Jala, mipien Derkon, mipien Geddel,

57. Mipien Safatia, mipien Hatil, mipien Foc’héret, péré a ioa eûz a Asébaim, mipien Ami ;

58. Ann holl Natinéed, ha mipien servicherien Salomon : Tri-c’han̄t daouzék ha naon̄ték-ugen̄t.

59. Hag ar ré a biñaz eûz a Delmala, eûz a Delharsa, eûz a Gérub, eûz a Adon, hag eûz a Émer ; ha péré na helchon̄t két rei da anaout tî hô zadou, nag hô gwenn, na ma oan̄t eûz a Israel :

60. Mipien Dalaia, mipien Tobia, mipien Nékoda : c’houec’h kan̄t daou hag han̄ter-kan̄t.

61. Hag eûz a vipien ar véleien : Mipien Hobia, mipien Akkos, mipien Berzellai, péhini a géméraz da c’hrég unan eûz a verc’hed Berzellai eûz a C’halaad, hag a oé galvet eûz hô hanô.

62. Ar re-man̄ a glaskaz skrîd hô c’héren̄tiez, ha na gefchon̄t két anézhan̄ ; hag hî a oé pelleet eûz ar vélégiez.

63. Hag Atersata a lavaraz d’ézhô na zebrchen̄t két kîk san̄t ar zen̄t, kén na zavché eur bélek desket ha klok.

64. Ann holl dûd-zé ével unan, daou vil ha daou-ugen̄t tri c’han̄t ha tri-ugen̄t :

65. Hép nivéri hô mévellou hag hô mitisien, péré a oa seiz mil tri-c’han̄t seiz ha trégon̄t, hag enn hô mesk daou c’han̄t kaner ha kanérez.

66. Gan̄t-hô éz oa seiz kan̄t marc’h c’houéac’h ha trégon̄t ha daou c’han̄t mul pemp ha daou-ugen̄t.

67. Gan̄t-hô éz oa pévar c’han̄t kan̄val pemp ha trégon̄t, ha c’houec’h mil seiz kan̄t azen hag ugen̄t.

68. Ha lôd eûz a bennou ann tiadou ô véza deûet ébarz Jéruzalem, el léac’h ma oa bét tî ann Aotrou, a gennigaz anézhô hô-unan péadra da zével adarré tî ann Aotrou enn hé léac’h.

69. Rei a réjon̄t hervez hô galloud évit mizou al labour, mil dram aour ha tri-ugen̄t mil, pemp mil min arc’han̄t, ha kan̄t gwisk béleien.

70. Ar véleien éta hag al Lévited, hag ar ré eûz ar bobl, hag ar ganerien, hag ar borsierien hag ann Natinéed, a iéaz da choum enn hô c’heriou ; hag holl Israel pép-hini enn hé géar.


————


III. PENNAD.


Diazéza a réeur ann templ.


1. Pa oé deûet ar seizved mîz, abaoé ma ôa deûet mipien Israel enn hô c’heriou, ar holl en em strollaz ével eunn dén hép-kén é Jérusalem.

2. Ha Josué, mâb Josédek, hag hé vreûdeûr péré a oa béleien, ha Zarobabel, mâb Salatiel, hag hé vreûdeûr, a zeûaz da zével eunn aoter da Zoué Israel, évit kenniga war-n-ézhi sakrifisou-losk, ével ma eo skrivet é lézen Moizez, ann dén Doué.

3. Hag hî a lékéaz aoter Doué war hé ziazez, pétrâ-bennâg ma énébé out-hô ar boblou a oa war hô zrô ; hag é kennigchon̄t sakrifisou-losk d’ann Aotrou diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez :

4. Hag hî a réaz goél ann teltou, ével ma eo skrivet, hag a gennigaz ar sakrifiz-losk, ével ma eo kemennet hé ôber a-zeiz-é-deiz.

5. Goudé-zé é kennigchon̄t ar sakrifiz-losk peûr-baduz, kenn en deisiou ken̄ta eûz ar mîz, kenn enn holl lidou a oa gwéstlet d’ann Aotrou, hag er ré holl é péré é oa kenniget a-ioul-vâd rôou d’ann Aotrou.

6. Adaleg ar chen̄ta deiz eûz ar seizved mîz é téraouchon̄t kenniga sakrifisou-losk d’ann Aotrou : hôgen né oa két c’hoaz diazézet templ Doué.

7. Hôgen hî a rôaz arc’han̄t d’ar vénerien-vein ha d’ar vasounerien : rei a réjon̄t ivé da zibri ha da éva, hag éôl d’ar Sidonied ha d’ann Tiried, évid ma tigaschen̄t koat sedr eûz al Liban da vôr Joppe, hervez m’en dôa Sirus, roué ar Bersied, hé c’hourc’hémennet d’ézhô.

8. Hôgen enn eil vloaz, goudé ma oan̄t deûet da Jéruzalem, el léac’h ma oa bét tî ann Aotrou, enn eil viz, Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédek, hag hô breûdeûr all, béleien ha Lévited, hag ar ré holl a oa deûet eûz ar sklavérez da Jéruzalem, a zavaz Lévited, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, évid hasta labour ann Aotrou.

9. Ha Josué gan̄d hé vipien hag hé vreûdeûr, Kédmihel hag hé vipien, ha mipien Juda, ével eunn dén hép-kén, a zavaz évid hasta ar ré a labouré é templ Doué ; mipien Hénadad, hag hô mipien, hag hô breûdeûr al Lévited.

10. Pa oé éta diazézet templ ann Aotrou gan̄d ar vasounerien, ar véleien a zavaz enn hô gwiskou ha gan̄t kornou-boud ; hag al Lévited, mipien Asaf gan̄d hô simbalou, évit meûli Doué, dré c’heriou David, roué Israel.

11. Hag hî a lavaré enn hô c’hanaouennou, hag é meûleûdi ann Aotrou : O véza ma eo mâd, ha ma éma hé drugarez da-vikenn war Israel. Hag ann holl bobl a c’harmé kaer ô veûli ann Aotrou, ô véza ma oa diazézet templ ann Aotrou.

12. Hôgen kalz eûz ar véleien hag eûz al Lévited, eûz a bennou ann tiadou, hag eûz ann hénaoured, péré hô dôa gwélet ann templ ken̄ta, hag a wélé hé-man̄ enn hé ziazez, a lén̄vé gan̄d eur vouéz gré : ha kalz ré all a c’harmé gan̄t lévénez, ô sével hô mouéz.

13. Ha na hellé dén anaout garm ar ré en em laouénéé, diouc’h garm ar ré a lén̄vé ; râk kemmesket é oa garm ar bobl, hag a bell é oa klévet.


————


IV. PENNAD.


Artakzersez a zifenn na vé savet ann templ.


1. Hôgen énébourien Juda ha Ben̄jamin a glevaz pénaoz mipien ar sklavérez hô dôa savet eunn templ d’ann Aotrou, Doué Israel :

2. Hag ô véza deûet da gavout Zorobabel, ha prin̄sed ann tiadou, é léverchon̄t d’ézhô : Ra zavimp ann tî gan-é-hoc’h, râk nî ével-d-hoc’h hon eûz klasket hô Toué : ha nî hon eûz lazet viktimou d’ézhan̄ abaoé deisiou Asor-Haddan, roué ann Assiria, péhini en deûz hor c’haset aman̄.

3. Ha Zorobabel, ha Josué, hag ar brin̄sed all eûz a diadou Israel a lavaraz d’ézhô : N’hellomp két sével gan-é-hoc’h eunn tî d’hon Doué, hôgen ni hon-unan a zavô eunn tî d’ann Aotrou, hon Doué, ével m’en deûz he c’hourc’hémennet d’é-omp Sirus, roué ar Bersied.

4. Evel-sé pobl ar vrô a viraz out pobl Juda na zavchen̄t ann templ, hag a reûstlaz anézhô.

5. Kâs a réjon̄t ivé kuzulierien enn hô énep, évit disman̄ta hô dézô é holl zeisiou Sirus, roué ar Bersied, ha bété rén Darius, roué ar Bersied.

6. Hôgen é rén Assuérus, é derou hé rén, é skrivchon̄t eunn tamall a-énep ar ré a choumé é Juda hag é Jéruzalem.

7. Hag é deisiou Artakzersez, Bésélam, Mitridates, ha Tabéel, hag ar ré all a oa enn hô c’huzul, a skrivaz da Artakzersez, roué ar Bersied : hôgen al lizer a damall a oa skrivet é siriak, hag a oa lennet é iéz ar Siria.

8. Réum Béeltéem, ha Samsai, ar skrivañer, a skrivaz eul lizer diwar-benn Jéruzalem d’ar roue Artakzersez, ével henn :

9. Réum Béeltéem, ha Samsai, ar skrivañer, hag hô c’huzulierien all, ann Dinéed, ann Afarsatac’héed, ann Terfaléed, ann Afarséed, ann Erc’huéed, ar Vabilonied, ar Suzanéc’hied, ann Diévéed, hag ann Élamited,

10. Hag ar re all eûz ar boblou, en dôa dizouget Asenafar ar brâz hag ar brudet, hag en dôa lékéat da choum é péoc’h é keriou Samari, hag er brôiou all enn tû all d’ar ster.

11. Chétu ar skouér eûz al lizer a gaschon̄t d’ézhan̄ : D’ar roué Artakzersez ; da zervicherien, ar ré a zô enn tû all d’ar ster, a zalud ac’hanod.

12. Ra wézô ar roué, pénaoz ar Iuzévien, péré éc’h eûz kaset enn hon touez, a zo deûet da Jéruzalem kéar dispac’huz ha drouk, hag é savon̄t anézhi a-nevez, hag éc’h aozon̄t hé muriou hag hé ziez.

13. Ra wézô éta bréma ar roué, pénaoz mar béz sévet a-névez ar géar-zé, ha mar béz aozet hé muriou, na rôin̄t mui nag ar gwiriou, nag ann tellou, nag al lévéou bloasiek, ha kémen̄t-sé a rai gaou oud ar rouéed hô-unan.

14. Hôgen nî, ô véza ma hon eûz koun eûz ar boed hon eûz debret é tî ar roué, ha na fell két d’é-omp é ve gréat gaou é-béd out-han̄, hon eûz kaset évit rei da anaout kémen̄t-sé dézhan̄.

15. Évit ma klaski é ôberiou da dadou, hag é kavi skrivet pénaoz ar géar-zé a zô eur géar dispac’huz, é deûz gréat gaou oc’h ar rouéed hag oc’h ar brovin̄sou, hag é deûz digaset brézeliou a béb amzer : ha râk-sé eo bét disman̄tret ar géar-ze.

16. Kémen̄t-man̄ a rôomp da anaout d’id, ô roue : râk mar béz savet a-névez ar géar-zé, ha mar béz aozet he muriou, n’az pézô mui glâd é-bed enn tû all d’ar ster.

17. Ar roué a skrivaz ivé da Réum Béeltéem, ha da Zamsai ar skrivañer, ha d’ar re all eûz a Zamari a oa eûz hô c’huzul, ha d’ar re all enn tû all d’ar ster, oc’h héta d’ezhô ar iéc’hed hag ar péoc’h.

18. Al lizer a damall hoc’h eûz kaset d’in, a zô bét lennet d’in gan̄t préder,

19. Ha mé em eûz gourc’hémennet : hag eo bét en̄klasket ha kavet pénaoz ar géar-zé a bell amzer a zô en em zispac’het oud ar rouéed, ha pénaoz eo bét savet enn-hi kéfluskou hag emgannou.

20. Râg é Jéruzalem ez eûz bét rouéed, péré hô deûz astennet hô béli war ann holl vrô a zô enn tû all d’ar ster : hag hî a zavé énô gwiriou, ha tellou, ha léveou.

21. Bréma éta sélaouit va barn : Mirid oud ann dûd-zé na zavin̄t ar géar-zé, kén na rôinn eur gourc’hémenn névez d’ézhô.

22. Likid évez na réac’h kémen̄t-sé dibréder, ha na greskfé ann droug a-éneb ar rouéed.

23. Ar skouér eûz a lizer ar roué Artakzersez a oé lennet dirâk Réum Béelteem, ha Samsai ar skrivañer, hag hô c’huzulierien ; hag ar ré-man̄ a ieaz buhan da Jéruzalem da gavout ar Iuzevien, hag a viraz out-hô na labourchen̄t.

24. Neûzé labour tî ann Aotrou a oé paouézet é Jéruzalem, ha na oé gréat mui nemed é eil vloaz rén Darius, roué ar Bersied.


————


V. PENNAD.


Aggéus ha Zac’harias a ali ar bobl da zével a névez ann templ.


1. Neûze Aggeus, ar profed ha Zac’harias, mâb Addo, a ziougané d’ar Iuzevien a oa é Juda hag é Jéruzalem ; hag hî a ziougané é hanô Doué Israel.

2. Neûze Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédez, a zavaz hag a zéraouaz da zével templ Doué é Jéruzalem, ha proféded Doue a oa gan̄t-hô hag hô c’hen-nerzé.

3. Hôgen enn amzer-zé Tatanai pehini a oa dug enn tû all d’ar ster, ha Starbuzanai, hag hô c’huzulierien a zeûaz étrézég enn-hô, hag a gomzaz out-hô ével-henn : Piou en deûz rôet ann ali d’é-hoc’h da zével ann tî-ze, ha da aoza hé vuriou ?

4. Ha nî a lavaraz d’ézhô hanvou ar ré hô dôa aliet ac’hanomp d’hé zével.

5. Hôgen lagad hô Doué a zellaz oud hénaoured ar Iuzevien, hag ar re-zé na helchon̄t ket enébi out-hô. Ha mâd é oé kavet kâs kémen̄t-sé dirâk Darius, ha ma respoun̄tché ar Iuzevien dira-z-han̄ d’ann tamall-zé.

6. Chétu ar skouér eûz al lizer a gasaz Tatanai, dûg ar vrô enn tû all d’ar ster, ha Starbuzanai, hag hô c’huzulierien ann Arfarsac’heied, a oa enn tû all d’ar ster, d’ar roue Darius.

7. Al lizer a gaschon̄t d’ézhan̄ a oa skrivet ével-henn : Holl béoc’h d’ar roué Darius.

8. Ra wézô ar roué pénaoz omp bét é provin̄s ar Judéa, é tî ann Doué brâz, a zaveur gan̄t mein digompez, ha war vôgériou péhini eo savet ar c’hoatérez : hag al labour-zé a zô gréat gan̄t préder, hag a gresk enn hô daouarn.

9. Komzet hon eûz oud ann henaoured anézhô, hag hon eûz lavaret d’ézhô : Piou en deûz rôet d’é-hoc’h ar galloud da zével ann tî-zé ha da aoza ar muriou-zé ?

10. Goulennet hon eûz hô hanvou digan̄t-hô, évid hô rei da anaout d’id : ha skrivet hon eûz hanvou ar brin̄sed anézhô.

11. Ha chétu pénaoz hô deûz respoun̄tet d’é-omp ô lavarout : Ni a zô servicherien Doué ann en̄v hag ann douar, hag é savomp a nevez ann templ a oa bét savet pell amzer-zô, hag a oa bet diazézet ha savet gan̄d eur roué brâz eûz a Israel.

12. Hôgen goudé m’hô dôé hon tadou tennet war-n-ézhô buanégez Doué ann én̄v, hén̄ hô lékéaz étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon ar C’haldéad ; ann tî-zé a zisman̄traz ivé, hag é tizougaz hé bobl da Vabilon.

13. Hogen ar bloavez ken̄ta eûz a rén Sirus, roué Babilon, ar roué Sirus a rôaz eur gourc’hémenn évit ann tî Doué-man̄.

14. Hag al listri aour hag arc’han̄t eûz a dempl Doué, en dôa tennet Nabukodonosor eûz ann templ a oa é Jéruzalem, hag en dôa dizouget é templ Babillon, ar roué Sirus hô zennaz eûz a dempl Babilon, hag hô rôaz war hé c’hér da Zassabazar, en dôa lékéat da brin̄s,

15. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Kémer al listri-ze, kéa, ha laka anézhô enn templ a oa é Jéruzalem, ha bezet savet tî Doué enn hé léac’h.

16. Neûzé Sassabazar a zeûaz, hag a lékéaz diazez ann templ é Jéruzalem : hag abaoé neûzé bété vréma é m’eur oc’h hé zével, ha né két c’hoaz peûr-c’hréat.

17. Bréma éta, mar kâv mâd ar roué, bézet en̄klasket é tî levriou ar roué a zô é Babilon, mar d-eo bét gourc’hémennet gan̄d ar roué Sirus sével a névez tî Doué é Jéruzalem, ha kaset ar roué d’é-omp hé ioul war gémen̄t-sé.


————


VI. PENNAD.


Peur-c’hréat eo ann templ. Ar pask a lideur enn-han̄.


1. Neûzé ar roue a réaz eur gourc’hémenn ; hag é oé en̄klasket é tî al levriou a oa é Babilon ;

2. Hag é oé kavet é Ekbatanis, a zô eur c’hastel é provin̄s Média, eul levr, war béhini é oa skrivet kémen̄t-man̄ :

3. Er bloavez ken̄ta eûz a rén ar roue Sirus, ar roué Sirus, a c’hourc’hémennaz é vijé savet tî Doué a oa é Jéruzalem, el léac’h ma kenniged hostivou, ha ma vijé lékéat eunn diazez évid dougen eunn tî eûz a dri-ugen̄t ilinad a uc’helded, hag eûz a dri-ugen̄t ilinad a léd ;

4. É vijé teir reiz mein digompez, ha reisiou koat nevez ; ha ma vijé gréat ar mizou gan̄t tî ar roué ;

5. É vijé distolet al listri aour hag arc’han̄t eûz a dempl Doué, en dôa tennet Nabukodonosor eûz a dempl Jéruzalem, évid hô c’hâs da Vabilon, ha ma vijen̄t dizouget d’ann templ, el léac’h ma edon̄t ken̄t é templ Doué.

6. Bréma éta Tatanai, dug ar vrô a zô enn tû all d’ar ster, Starbuzanai, ha c’houi, Afarsac’héed, hô c’huzulierien, a zô enn tû all d’ar ster, pellait diout-hô ;

7. Ha na virit két out dûg ar Iuzevien hag hô hénaoured, da ôber eunn templ da Zoué, ha da zével eunn tî d’ézhan̄ enn hé léac’h.

8. Gourc’hémennet em eûz ive petrâ a dléeur da ôber é-kén̄ver béleien ar Iuzevien, évit sével ann tî-zé da Zoué ; hag eûz a espern ar roué, hag eûz ann tellou a zaveur war ar vrô enn tû all d’ar ster, ma vézô rôet d’ézhô kémen̄d ha ma zô réd, évit ma vezô savet ann tî.

9. Ha mar d-eo réd, é vézô rôet d’ézhô bemdez leûéou hag ein, ha gevr é sakrifiz-losk da Zoué ann én̄v, hag éd, ha c’hoalen, ha gwîn, hag éôl, hervez lidou ar véleien a zô é Jéruzalem, héb abek é-béd d’en em glemma :

10. Évit ma kennigin̄t sakrifisou da Zoué ann én̄v, ha ma pédin̄t évit buez ar roué hag hé vipien.

11. Râk-sé em eûz gourc’hémennet, pénaoz mar teû eur ré da derri ar c’hémenn-zé, bézet tennet eunn tamm koat eûz hé dî, bézet lékéat enn hé zâ, ha bézet-hen̄ krouget out-han̄, ha bézet kroget enn hé dî.

12. Ann Doué péhini en deûz lékéat hé hanô da choum aman̄, dispennet ann holl rouan̄télésiou, hag ar bobl a astennô he zourn évid enébi out-han̄, ha kas-da-gét ann tî Doué-zé a zô é Jéruzalem. Me Darius em eûz gréat ar gourc’hémenn-zé, hag é fell d’in é vé sévénet gan̄t préder.

13. Tatanai éta dûg ar vrô enn tû all d’ar ster, ha Starbuzanai, hag hô c’huzulierien, a zévenaz gan̄t preder kémen̄d en dôa gourc’hémennet ar roué Darius.

14. Hôgen hénaoured ar Iuzevien a zavé ann tî, ha pép trâ a zeûe da vâd d’ézhô, hervez diougan Aggeus, ar profed, ha Zac’harias, mâb Addo ; hag hî a labouré da zével ann tî, hervez gourc’hémenn Doué Israel, ha gourc’hémenn Sirus, ha Darius, hag Artaksersez, rouéed ar Bersied.

15. Hag hî a beûr-zavaz tî Doué ann trédé deiz eûz a viz Adar a zô ar c’houec’hved bloaz eûz a rén ar roué Darius.

16. Neûzé bugale Israel, ar véleien hag al Lévited, hag ar ré all eûz ar bobl péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, a réaz sakrérez tî Doué gan̄t lévenez.

17. Hag hî a gennigaz évit sakrérez tî Doue, kan̄t leûe, daou c’han̄t tourz, pévar c’han̄t oan, daouzék menn gavr évit péc’hed Israel holl, hervez ann niver eûz a vreûriézou Israel.

18. Hag ar véleien a oé lékéat enn hô reisiou, hag al Lévited enn hô zrôiou war zervich Doué é Jéruzalem, ével ma eo skrivet é levr Moizez.

19. Bugalé Israel péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, a réaz ar Pask er pévarzekved deiz eûz ar miz ken̄ta.

20. Râg ar véleien hag al Lévited a oa bét glanet ével eunn dén hep-kén : hag hi glân holl a lazaz ar pask évid holl vipien ann dizougadur, evit hô breûdeûr ar véleien, hag évit-hô hô-unan.

21. Ar ré eûz a vugalé Israel péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, hag ar ré holl péré a oa en em rannet eûz a zaotr poblou ar vrô évit trei gan̄t-hô, hag évit klaskout ann Aotrou, Doué Israel, a zebraz ar Pask.

22. Hag hî a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez el lévénez, ô véza m’en dôa ann Aotrou hô laouénéet ha m’en dôa trôet kaloun roué ann Assiried enn hô c’hén̄ver, évit m’hô skoazelfé da zével tî ann Aotrou, Doué Israel.


————


VII. PENNAD.


Esdras a zô kaset er Judéa gan̄d Artakserses.


1. Hôgen goudé kémen̄t-sé, é rén Artaksersez, roué ar Bersied, Esdras, mâb Saraias, mâb Azarias, mâb Helsias,

2. Mâb Sellom, mâb Sadok, mâb Ac’hitob,

3. Mâb Amarias, mâb Azarias, mâb Maraiot,

4. Mâb Zarac’hias, mâb Ozi, mâb Bokki,

5. Mâb Abisué, mâb Finées, mâb Éléazar, mâb Aaron, bélek adaleg ar penn ken̄ta,

6. Esdras éta a biñaz da Vabilon : skrivañer é oa, ha desket mâd é lezen Moizez, en dôa rôet ann Aotrou Doué da Israel ; hag ar roué a aotréaz d’ézhan̄ hé c’houlenn, ô véza ma oa dourn ann Aotrou Doué war-n-ézhan̄.

7. Ha kalz eûz a vugalé Israel, hag eûz a vipien ar véleien, hag eûz a vipien al Lévited, hag eûz ar ganerien, hag eûz ar borsierien, hag eûz ann Natinéed, a biñaz da Jéruzalem, er seizved bloaz eûz ar roué Artaksersez.

8. Hag hî a zeûaz da Jéruzalem er pempved mîz, péhini a oa er seizved bloaz eûz ar roué.

9. Râg enn deiz ken̄ta eûz ar miz ken̄ta é téraouas piña eûz a Vabilon, hag enn deiz ken̄ta eûz ar pempved mîz é teûaz da Jéruzalem, ô véza ma oa dourn mâd hé Zoué war-n-ézhan̄.

10. Râg Esdras a aozaz hé galoun, évid en̄klaskout lézen ann Aotrou, hag évit sévéni ha deski enn Israel hé gélennou hag hé varnédigézou.

11. Hôgen chétu skouér al lizer a rôaz ar roué Artaksersez da Esdras ar bélek, skrivañer desket-brâz é geriou hag é kélennou ann Aotrou, hag enn hé lidou enn Israel.

12. Artaksersez, roué ar rouéed, da Esdras ar bélek, skrivañer desket-brâz é lézen Doué ann én̄v, salut.

13. Gourc’hémennet em eûz pénaoz piou-bénnâg en em gavô em rouan̄télez eûz a bobl Israel, eûz hé véleien hag eûz hé Lévited, hag a fell d’ézhan̄ mon̄d da Jéruzalem, r’az ai gan-éz.

14. Râk kaset oud gan̄d ar roué ha gan̄d hé zeiz kuzulier, évit bizita ar Judéa ha Jéruzalem hervez lézen da Zoué, a zô enn da zourn ;

15. Hag évit kâs ann arc’han̄t hag ann aour a gennig ar roué hag hé guzuḻerien a galoun vâd da Zoué Israel, péhini en deûz lékéat hé dabernakl é Jéruzalem.

16. Kémer hép nép rédi ann holl arc’han̄t hag ann holl aour a gavi é holl brovin̄s Babilon, hag a fellô d’ar bobl da genniga, hag a gennigô ar véleien anézhô hô-unan, da dî hô Doué, a zô é Jéruzalem :

17. Ha prén gan̄t préder gan̄d ann arc’han̄t-ze leûéou, tourzed, ein, ha sakrifisou ha braoued kennig, ha kennig anézhô war aoter templ hô Toué, a zô é Jéruzalem.

18. Hôgen mar fell d’id ha d’as breûdeûr ôber eunn dra bennâg all gan̄d ann dilerc’h eûz ann arc’han̄t hag eûz ann aour, grîd hervez ioul hô Toué.

19. Kâs ivé da Jéruzalem, ha dirâg da Zoué, al listri a zô bét rôet d’id évit servich tî da Zoué.

20. Hôgen mar d-eo réd d’id ôber eunn dispiñ-bennâg all évit tî da Zoué, é vézô roet d’id eûz a den̄zor hag eûz a lévé ar roué,

21. Hâg eûz va espern va-unan. Mé, Artaksersez roué, a gémennann hag a c’hourc’hémennann da holl den̄zorierien arc’h ar rouan̄télez, péré a zô enn tû all d’ar ster, ma roin̄t hép dalé é-béd da Esdras, ar bélek, skrivañer lézen Doué ann én̄v, kémen̄d a c’houlenn̄ô digan-é-hoc’h ;

22. Bété kan̄t talan̄t arc’han̄t, ha bété kan̄t korus gwiniz, ha bété kan̄t bat gwîn, ha bété kan̄t bat éôl, ha c’hoalen diven̄t.

23. Ra vézô kaset buhan da dî Doué ann én̄v, kémen̄d ha ma vézô réd évit lîd Doué ann én̄v ; gan̄d aoun na zavché droug enn-han̄ out rouan̄télez ar roué hag hé vipien.

24. Rei a réomb ivé da anaout d’é-hoc’h pénaoz na hellot két sével gwiriou, na tellou, na danvez, war ar véleien, war al Lévited, war ar ganerien, war ar borsierien, war ann Natinéed, ha war zervicherien tî ann Doué-zé.

25. Ha té, Esdras, hervez furnez da Zoué a zô enn da zourn, laka barnerien ha rénerien, évit barna ann holl bobl a zô enn tû all d’ar ster, da lavaroud eo ar ré a anavez lézen da Zoué ; desk ivé héb hârz ar ré ziwiziek.

26. Ha piou-bennâg na zévénô két gan̄t préder lézen da Zoué ha lézen ar roué, a vézô barnet pé d’ar marô, pé d’ann harlu, pé da eur gwir war hé vadou, pé c’hoaz d’ar vâc’h.

27. Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué hon tadou, péhini en deûz lékéat kémen̄t-sé é kaloun ar roué, évid énori tî ann Aotrou a zô é Jéruzalem ;

28. Ha péhini en deûz va lékéat da gavout trugarez dirâg ar roué hag hé guzulierien, ha dirâg ar ré c’halloudusa eûz a brin̄sed ar roué ; ha mé, krévéet gan̄t dourn ann Aotrou va Doué a oa war-n-oun, em eûz strollet prin̄sed Israel, évid hô lakaad da biña gan-én̄.


————


VIII. PENNAD.


Nivérer ar ré a zistrôaz gan̄d Esdras eûz a Vabilon da Jéruzalem.


1. Chétu aman̄ hanvou prin̄sed ann tiadou, ha niver ar ré a zô piñet gan-én̄ eûz a Vabilon dindân rén ar roué Artaksersez.

2. Eûz a vipien Finées, Gersom. Eûz a vipien Itamar, Daniel. Eûz a vipien David, Hattus.

3. Eûz a vipien Séc’hénias, mipien Faros, Zac’harias ; ha gan̄t-han̄ é oé nivéret kan̄t dén hag han̄ter-kan̄t.

4. Eûz a vipien Fahat-Moab, Élioénai, mâb Zaréhé ; ha gan̄t-han̄ daou c’han̄t dén.

5. Eûz a vipien Séc’hénias, mâb Ézéc’hiel ; ha gan̄t-han̄ tri c’han̄t dén.

6. Eûz a vipien Adan, Abed, mâb Jonatan ; ha gan̄t-han̄ han̄ter-kan̄t dén.

7 Eûz a vipien Alam, Isaias, mâb Atalias ; ha gan̄t-han̄ dék dén ha tri-ugen̄t.

8. Eûz a vipien Safatias, Zébédia, mâb Michael ; ha gan̄t-han̄ pévar-ugen̄t dén.

9. Eûz a vipien Joab, Obédia, mâb Jahiel ; ha gan̄t-han̄ daou c’han̄t dén ha triouec’h.

10. Eûz a vipien Sélomit, mâb Josfias ; ha gan̄t-han̄ eiz-ugen̄t dén.

11. Eûz a vipien Bébai, Zac’harias, mâb Bébai ; ha gan̄t-han̄ eiz dén war-n-ugen̄t.

12. Eûz a vipien Azgad, Johanan, mâb Ekkétan ; ha gan̄t-han̄ dék dén ha kan̄t.

13. Eûz a vipien Adonikam, péré a oa ar ré zivéza ; chétu aman̄ hô hanvou : Élifélet, ha Jéhiel, ha Samaias ; ha gan̄t-hô tri-ugen̄t dén.

14. Eûz a vipien Bégui, Utai ha Zac’hur ; ha gan̄t-hô dek dén ha tri-ugen̄t.

15. Hôgen mé hô strollaz war harz ar ster a réd étrézég hini Ahava, hag é choumchomb énô a-héd tri dervez ; ha mé a glaskaz mipien Lévi é touez ar bobl hag ar véleien, ha ne gaviz énô hini é-béd.

16. Kâs a rîz éta Éliézer, hag Ariel, ha Séméias, hag Elnatan, ha Jarib, hag eunn Elnatan all, ha Zac’harias, ha Mosollam, a oa da brin̄sed ; ha Joiarib, hag Elnatan, a oa leûn a furnez.

17. Hâ mé hô c’hasaz étrézég Eddo, péhini eo ar c’hen̄ta el léac’h hanvet Kasfia, hag é likiiz enn hô génou ar geriou a dlien̄t da lavarout da Eddo ha d’hé vreûdeûr ann Natinéed, é Kasfia, évit ma tigaschen̄t d’é-omp servicherien tî hon Doué.

18. Hag hî a zigasaz d’é-omp, dré zourn hon Doué a oa mâd enn hô c’hén̄ver, eunn dén desket-brâz eûz a vipien Moholi, mâb Lévi, mâb Israel, ha Sarabia, hag hé vipien hag hé vreûdeûr ; triouec’h dén,

19. Hag Hasabia, ha gan̄t-han̄ Isaias eûz a vipien Mérari, hag hé vreûdeûr hag hé vipien ; ugén̄t dén :

20. Hag eûz ann Natinéed, en dôa rôet David hag ar brin̄sed évit servich al Lévited, unnég-ugen̄t Natinéad ; holl é oan̄t galvet dré hô hanvou.

21. Hag énô war aot ster Abava é embanniz eur iun, évit ma en em c’hlac’harfemp dirâg ann Aotrou hon Doué, ha ma c’houlenfemp digan̄t-han̄ eunn hen̄t éeun évid-omp, hag évid hor mipien, hag évid hon holl drâ.

22 Râk méz em bôa da c’houlenn digan̄d ar roué eur skoazel a varc’heien, évid hon diwallout diouc’h hon énébour enn hen̄t, ô véza m’hor bôa lavaret d’ar roué : Dourn hon Doué a zô war ar ré holl a glask anézhan̄ a galoun vâd ; hag hé véli, hag hé c’halloud, hag hé frouden war ar ré holl a zilez anezban̄.

23. Nî éta a iunaz hag a bédaz hon Doué évit-sé : ha pép trâ a zeûaz da vâd d’é-omp.

24. Ha mé a rannaz daouzék eûz a brin̄sed ar véleien, Sarabia, hag Hasabia, ha gan̄t-hô dég eûz hô breûdeûr ;

25. Ha mé a boézaz dira-z-hô ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri sakr eûz a dî hon Doué, a oa bét kenniget gan̄d ar roué, hag hé guzulierien, hag hé brin̄sed, hag ar ré holl eûz a Israel en em gavaz énô.

26. Poéza a rîz enn hô daouarn c’houec’h kan̄t talan̄t arc’han̄t hag han̄ter-kan̄t, kan̄t léstr arc’han̄t, ha kan̄t talan̄t aour :

27. Hag ugen̄t kôp aour a boézé mil dram, ha daou léstr arem, ker mélen ha ker skéduz hag ann aour.

28. Hag é liviriz d’ézhô : c’houi eo sen̄t ann Aotrou, hag al listri-zé a zô san̄t, ével ann arc’han̄t hag ann aour a zô bét kenniget a ioul vâd d’ann Aotrou, Doué hon tadou.

29. Évésait ha mirit-hô, kén n’hô pézô hô foézet dirâk prin̄sed ar véleien, hag al Lévited, ha duged tiadou Israel é Jéruzalem, évid hô lakaat é ten̄zor tî ann Aotrou.

30. Hôgen ar véleien hag al Lévited a zigéméraz ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri enn hô fouéz, hag hô dougaz da Jéruzalem é tî hon Doué.

31. Mon̄d a réjomb éta eûz a aod ster Abava enn daouzékved deiz eûz ar mîz ken̄ta, évid mon̄d da Jéruzalem ; ha dourn hon Doué a zô savet war-n-omp, hag en deûz hon dieûbet eûz a zourn hon énébour, hag eûz ann hini a aoz spiou d’é-omp enn hen̄t.

32. Ha nî a zeûaz da Jéruzalem, hag a choumaz énô a-héd tri deiz.

33. Hôgen er pévaré deiz é oé poézet ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri é tî hon Doue, dré zourn Mérémot, mâb Urias ar bélek ; ha gan̄t-han̄ édô Éléazar, mâb Finées, hag ivé Jozabed, mâb Josué, ha Noadaia, mâb Bennoi, al Lévited,

34. Hervez ann niver hag ar poéz eûz a bép-hini ; ha neûzé é oé diskrivet poéz pép-hini.

35. Mipien ann dizougadur, péré a oa deûet eûz ar sklavérez, a gennigaz é sakrifiz-losk da Zoué Israel, daouzék leûé évid holl bobl Israel, c’houézék tourz ha pévar-ugen̄t, seiték oan ha tri-ugen̄t, daouzék bouc’h évid ar péc’hed ; holl é sakrifiz-losk d’ann Aotrou.

36. Rei a réjon̄t kémennou ar roué d’ar brin̄sed a oa war hé drô, ha d’ar rénerien a oa enn tû all d’ar ster ; hag ar ré-man̄ a gen-nerzaz ar bobl ha tî Doué.


————


IX. PENNAD.


Esdras ô klevout pénaoz hô dôa ar Iuzevien kéméret gragez é-touez ann diavésidi, a rog hé ziḻad.


1. Hôgen pa oé tréménet kémen̄t-sé, ar brin̄sed a zeûaz d’am c’havout, ô lavarout : Pobl Israel, ar véleien hag al Lévited n’in̄t két en em rannet diouc’h poblou ar vrô-man̄, ha diouc’h hô fallagriézou ; da lavaroud eo, diouc’h ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ann Ammonited, hag ar Voabited, hag ann Éjiptianed, hag ann Amorréed :

2. Râk kéméret hô deûz eûz hô merc’hed évit-hô hag évid hô mipien ; ha kemmesket hô deûz ar wenn zan̄tel gan̄t pobl ar vrô ; ha dourn ar brin̄sed hag ar rénerien a zô en em rôet da gen̄ta d’ar gwall-zé.

3. Pa gleviz ar geriou-zé, é rogiz va man̄tel ha va zaé, é sachiz war va bléô ha war va barô, hag éc’h azéziz glac’haret-brâz.

4. Ar ré holl péré a zoujé gér Doué Israel, en em strollaz war-drô d’in, enn abek da wall ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez, ha mé a choumaz azézet ha glac’haret-brâz bété sakrifiz ann abardaez.

5. Ha pa genniged sakrifiz ann abardaez, é saviz eûz va glac’har, ha gan̄t va man̄tel ha va zaé roget, en em daoliz war va daoulin, hag é astenniz va daouarn étrézég ann Aotrou, va Doué.

6. Hag é liviriz : Va Doué, méz em eûz, ha rusia a rann ô sével va daoulagad étrézég enn-oud, ô véza ma eo paottet hor fallagriézou dreist hor penn, ha ma eo savet hor gwallou bétég ann én̄v,

7. Abaoé deisiou hon tadou ; ha nî ivé hon-unan hon eûz gwall béc’het bété vréman̄, hag enn hor fallagriézou omp bét lékéat nî, hag hor rouéed, hag hor béleien, étré daouarn rouéed ar brôadou, ha rôet d’ar c’hlézé, ha d’ar sklavérez, ha d’ar gwastérez, ha d’ar véz, ével ma omp c’hoaz hiriô.

8. Ha bréman̄ ann Aotrou, hon Doué, en deûz sélaouet eunn nébeût hag évid eunn amzer oud hor péden, évit lézel gan-é-omp ann dilerc’h a zô choumet, évit rei d’é-omp alc’houéz hé léac’h san̄tel ; évit ma sklérajé hon Doué hon daoulagad, ha ma rôjé d’é-omp eunn nébeût buez enn hor sklavérez ;

9. Râk sklaved omp, hag hon Doué n’en deûz két hon dilézet enn hor sklavérez ; hôgen digaset en deûz war-n-omp trugarez é-ken̄ver roué ar Bersied, évit ma rôjé d’é-omp ar vuez, ma savché tî hon Doué, hag hé lec’hiou dilézet, ha ma rôjé d’é-omp eunn digémer é Juda hag é Jéruzalem.

10. Ha bréman̄ pétrâ a livirimp-ni, ô hon Doué, goudé kémen̄t-sé ? Pa hon eûz torret da c’hourc’hémennou,

11. Éc’h eûz rôet d’é-omp dré c’hénou ar broféded da zervicherien, ô lavarout : Ann douar é péhini oc’h deûet évit choum enn-han̄, zô eunn douar dic’hlan, ével ma eo dic’hlan ar boblou hag ann douarou all ; ha leûn eo gan̄d ar saotrou ha gan̄d ar fallagriézou a béré eo bét gôlôet gan̄t-hô eûz ann eil penn d’égile.

12. Râk-sé éta na rôit két hô merc’hed d’hô mipien-hi, ha na gémérit két hô merc’hed évid hô mipien-c’houi, ha na glaskit bikenn hô féoc’h, nag hô eûr-vâd ; évit ma krévaot ha ma tebrot ar péz zô mad enn douar-zé, ha m’hô pézô hô mipien da héred enn-han̄ da vikenn.

13. Ha goudé ann holl zrougou a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp enn abek d’hor gwall oberiou ha d’hor péc’héjou brâz, té, hon Doué, éc’h eûz hon dieûbet eûz hor fallagriez, hag éc’h eûz rôet d’é-omp ar wellaen, ével bréma :

14. Évit na zistrôimp két d’ann drouk, ha na dorrimp két da c’hourc’hémennou, ha n’en em unanimp két dré zimiziou gan̄d ar boblou a ra ar fallagriézou-zé. Ha brâz a-walc’h eo da vuanégez ouz-omp évit ma hor c’holli a-grenn, hép lézel eunn dilerc’h é-béd évid hé zavétei ?

15. Aotrou, Doué Israel, té a zô gwirion ; pa omb bét dilézet évit béza dieûbet ével ma omb hiriô. Chétu émomp dira-z-oud enn hor gwall ; râg goudé kémen̄t-sé n’helleur két sével dira-z-oud.


————


X. PENNAD.


Kâs a réeur kuît ar gragez a ziavéaz brô.


1. Pa bédé Esdras enn doaré-zé, pa len̄vé, pa wélé, pa oa gourvézet dirâk templ Doué, é teûaz eûz a Israel war hé drô eur strollad brâz a oazed, a verc’hed, hag a vugalé ; hag ar bobl a wélé dourek.

2. Neûzé Séc’hénias, mâb Jéhiel, eûz a vipien Élam, a lavaraz da Esdras : Nî hon eûz torret lézen hon Doué, hag hon eûz keméret gragez é-touez ar boblou a-ziavéaz ; bréma, ma éz eûz pinijen enn Israel diwar-benn kémen̄t-ze,

3. Gréomp kévrédigez gan̄d ann Aotrou hon Doué ; kasomp-kuît ann holl c’hragez-zé, hag ar ré a zô ganet diout-hô, hervez ioul ann Aotrou hag ar ré a zouj kémennou ann Aotrou hon Doué ; ha bézet gréat hervez al lézen.

4. Sâv ; d’id eo da c’hourc’hémenni ; ha nî a vézô gan-éz : en em gréva, ha grâ.

5. Esdras éta a zavaz, hag a lékéaz holl brin̄sed ar véleien hag al Lévited, hag holl boblou Israel, da doui d’ézhan̄ é rajen̄t diouc’h ar gér-zé. Hag hî a douaz.

6. Neûzé Esdras a zavaz eûz a zirâk tî Doué, hag a iéaz da gampr Johanan, mâb Éliasib ; ha pa oé éat ébars, na zebraz két a vara, ha na évaz két a zour ; râg gwéla a réa péc’hed ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez.

7. Hag embannet é oé é Juda hag é Jéruzalem, ma en em stroljé é Jéruzalem holl vipien ann dizougadur :

8. Ha pénaoz piou-bennâg na vijé két deûet a-benn tri deiz, hervez kuzul ar brin̄sed hag ann hénaoured, a vijé tennet digan̄t-han̄ hé holl drâ, hag é vijé-hén̄ distolet eûz a strollad ar ré a oa deûet eûz ann dizougadur.

9. Holl dud Juda ha Ben̄jamin en em strollaz éta é Jéruzalem a-benn tri deiz, enn naved mîz, enn ugen̄tved deiz eûz ar mîz ; hag ann holl bobl a azézaz war leûren tî Doué, hag hî ô kréna enn abek d’hô féc’hed, ha d’ar glaô a gouézé.

10. Hag Esdras, ar bélek, a zavaz hag a lavaraz d’ézhô : C’houi hoc’h eûz torret al lézen, hag hoc’h eûz kéméret gragez a-ziavéaz, évit gwasaat péc’hed Israel.

11. Ha bréma meûlit ann Aotrou, Doué hô tadou, ha grîd ar péz a zô hétuz d’ézhan̄, ha pellait diouc’h poblou ann douar ha diouc’h ar gragez a-ziavéaz.

12. Hag ann holl bobl a respoun̄taz, hag a lavaraz gan̄d eur vouéz gré : Ra vézô gréat enn hor c’hén̄ver ével ma éc’h eûz lavaret.

13. Hôgen ô véza ma eo paot ar bobl, ma eo amzer ar glaô, ha na hellomp két choum er-méaz, ha na eo két labour eunn deiz na daou (râk brâz eo hor péc’hed),

14. Ra vezô lékéat prin̄sed é-touez ann holl bobl, ha kémen̄d hini ac’hanomp en deûz kéméret eur c’hrég a-ziaveaz, deûet enn deisiou merket, ha gan̄t-hô ann hénaoured hag ar varnerien eûz a bép kéar, kén na vézô distolet buanégez hon Doué diwar-n-omp enn abek d’ar péc’hed-zé.

15. Jonatan éta, mâb Azabel, ha Jaasia, mâb Tékué, a oé lékéat war gémen̄t-sé, ha Mésollam ha Sébétai, al Lévited, a gen-nerzaz anézhô.

16. Hag ar ré a oa deûet eûz ann dizougadur a réaz ével-sé. Hag Esdras ar bélek, ha prin̄sed ann tiadou a iéaz é tiez hô zadou, pép-hini hervez hé hanô, hag éc’h azézchon̄t enn deiz ken̄ta eûz ann dékved mîz évit klaskout ann drâ.

17. Hag ann niver eûz ar ré hô dôa kéméret gragez a-ziavéaz a oé peûr-c’hréat ann deiz ken̄ta eûz ar miz ken̄ta.

18. Hag é oé kavet eûz a vipien ar véleien ho dôa kéméret gragez a-ziavéaz : eûz a vipien Josué, mâb Josédek, hag hé vreûdeûr, Maasia, hag Éliézer, ha Jarib, ha Godolia.

19. Hag hî a rôaz hô daouarn évit kâs-kuît hô gragez, hag évit kenniga eunn tourz eûz ann tropel évid hô gwall.

20. Hag eûz a vipien Emmer ; Hanani ha Zébédia.

21. Hag eûz a vipien Harim ; Maasia, hag Élia, ha Séméia, ha Jéhiel, hag Ozias.

22. Hag eûz a vipien Feshur ; Élioénai, Maasia, Ismael, Natanael, Jozabed, hag Élasa.

23. Hag eûz a vipien al Lévited ; Jozabed, ha Séméi, ha Sélaia (hen-nez eo Kalita), Fataia, Juda hag Éliézer.

24. Hag eûz ar ganerien ; Éliasib : hag eûz ar borsierien ; Sellum, ha Télem, hag Uri.

25. Hag eûz a Israel : eûz a vipien Faros ; Réméia, ha Jézia, ha Melc’hia, ha Miamin, hag Éliézer, hag Melc’hia, ha Banéa.

26. Hag eûz a vipien Élam ; Matania, Zac’harias, ha Jéhiel, hag Abdi, ha Jérimot, hag Élia.

27. Hag eûz a vipien Zétua ; Élioénai, Éliasib, Matania, ha Jérimut, ha Zabad, hag Aziza.

28. Hag eûz a vipien Bébai ; Johanan, Hanania, Zabbai, Atalai.

29. Hag eûz a vipien Bani ; Mosollam, ha Melluc’h, hag Adaia, Jarub, ha Saal, ha Ramot.

30. Hag eûz a vipien Fahat-Moab ; Edna, ha Chalal, Banaias, ha Maasias, Matanaias, Béseléel, Bennui, ha Manasé.

31. Hag eûz a vipien Hérem ; Éliézer, Josué, Melc’hias, Séméias, Siméon,

32. Ben̄jamin, Maloc’h, Samarias.

33. Hag eûz a vipien Hasom ; Matanai, Matata, Zabad, Élifélet, Jermai, Manasé, Séméi.

34. Eûz a vipien Bani ; Maaddi, Amram, ha Vel,

35. Banéas, ha Badaias, Chéliau,

36. Vania, Marimot, hag Éliasib,

37. Matanias, Matanai, ha Jasi,

38. Ha Bani, ha Bennui, Séméi,

39. Ha Salmias, ha Natan, hag Adaias,

40. Ha Mec’hnédébai, Sisai, Sarai,

41. Ézrel, ha Sélémiau, Séméria,

42. Sellum, Amaria, Jozef.

43. Eûz a vipien Nébo : Jéhiel, Matatias, Zabad, Zabina, Jeddu, ha Joel, ha Banai.

44. Ar ré-zé holl hô dôa kéméret gragez a-ziavéaz, ha lôd eûz ar gragez-zé hô dôa ganet bugalé.