Bibl/Ar Paralipoménon. Eil Levr

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 496-537)



AR PARALIPOMÉNON.


EIL LEVR.


————


I. PENNAD.


Ann Aotrou a ra ar furnez da Zalomon.


1. Salomon, mâb David, en em grévaaz éta enn hé rouan̄télez ; hag ann Aotrou, hé Zoué, a oa gan̄t-han̄, hag a zavaz anézhan̄ uc’hel-meûrbéd.

2. Ha Salomon a c’hourc’hémennaz da Israel holl, d’ar villénerien, ha d’ar c’han̄ténerien, ha d’ann oviserien, ha da varnerien Israel holl, ha da brin̄sed ann tiadou :

3. Hag hén̄ a iéaz gan̄d ann holl strollad tûd-zé var al léac’h uc’hel eûz a C’habaon, é péléac’h édô tabernakl kévrédigez Doué, a oa bét gréat enn distrô gan̄t Moizez, servicher Doué.

4. Hôgen David en dôa digaset arc’h Doué eûz a Gariatiarim, d’al léac’h en dôa aozet d’ézhî, hag en dôa savet eunn tabernakl évit-hî, da lavaroud eo, é Jéruzalem.

5. Ann aoter arem a oa bét gréat gan̄t Béséléel, mâb Uri, mâb Hur, a oa énô dirâk tabernakl ann Aotrou : ha Salomon gan̄d ann holl strollad tûd-zé a iéaz d’hé c’herc’hout.

6. Ha Salomon a biñaz oud ann aoter arem, dirâk tabernakl kévrédigez ann Aotrou, hag a gennigaz mil hostiv war-n-ézhi.

7. Hôgen chétu enn nozvez-zé en em ziskouézaz Doué d’ézhan̄, hag é lavaraz : Goulenn ar péz a fell d’id a rôjenn d’id.

8. Ha Salomon a lavaraz da Zoué : Té éc’h eûz gréat eunn drugarez vrâz é-kén̄ver David va zâd, hag éc’h eûz va lékéat da roué enn hé léac’h.

9. Bréma éta, Aotrou va Doué, bézet sévénet ar gér éc’h eûz rôet da Zavid va zâd. Pa éc’h eûz va lékéat da roué war da bobl brâz péhini a zô ker paot ha poultr ann douar,

10. Rô d’in ar furnez hag ar wiziégez, évit ma hellinn mon̄d ébarz ha mon̄d er-méaz dirâk da bobl : râk piou a helfé barna ervâd ar bobl-zé d’id, a zô ker paot ?

11. Ha Doué a lavaraz da Zalomon : O véza ma eo bét kémen̄t-sé kavet gwell gan-ez (T), ha n’éc’h eûz két goulennet ar madou, nag ann danvez, nag ar c’hloar, na buez ar ré a gasa ac’hanod, nag eur vuez hir ; hôgen ma éc’h eûz goulennet ar furnez hag ar wiziégez évit gallout barna va fobl, war béhini em eûz da lékéat da roué.

12. Ar furnez hag ar wiziégez a rôann d’id, hag é rôinn ivé d’id ar madou, hag ann danvez, hag ar c’hloar, enn hévélep doaré na vézô bét, nag enn da raok, na da c’houdé, roué é-béd hén̄vel ouz-id.

13. Salomon a zeûaz éta eûz a léac’h uc’hel Gabaon, eûz a zirâk tabernakl ar gévrédigez da Jéruzalem, hag a rénaz war Israel.

14. Hag hén̄ a zastumaz kirri ha marc’héien, hag hén̄ en dôé mil pévar c’han̄t karr, ha daouzék mil marc’hek ; hag hén̄ hô lékéaz é keriou ar c’hirri, ha gan̄d ar roué é Jéruzalem.

15. Hag ar roué a lékéaz ann arc’han̄t hag ann aour da véza ker stan̄k hag ar vein ; hag ar gwéz-sedr ker stan̄k hag ar skaô-grâc’h a zâv dré-holl er gompézennou.

16. Marc’hadourien ar roué a zigasé d’ézhan̄ kézek eûz ann Éjipt, eûz a Goa, é péléac’h éz éan̄t évid hô fréna.

17. Eunn denn a bévar marc’h a gousté c’houec’h kan̄t péz arc’han̄t, hag eur marc’h kan̄t hag han̄ter-kan̄t ; hag ével-sé hô frénen̄t digan̄t holl rouéed ann Hétéed ha rouéed ar Siria.


————


II. PENNAD.


Roué Tir a gâs michérourien da Zalomon évit sével ann templ.


1. Salomon éta a géméraz ann dézô da zével eunn tî é hanô ann Aotrou, hag eur palez évit-han̄ hé unan.

2. Hag hén̄ a nivéraz dék mil dén ha tri-ugen̄t-mil évid dougen war hô diskoaz, ha pevar-ugen̄t mil évit béna ar vein war ar ménésiou, ha tri mil c’houec’h kan̄t da évésaat war-n-ézhô.

3. Kâs a réaz ivé étrézég Hiram, roué Tir, ô lavarout : Ével ma éc’h eûz gréat é-kén̄ver David va zâd, ô kâs d’ézhan̄ koat sedr évit sével eunn tî d’ézhan̄, é péhini eo bét choumet ;

4. Grâ ével-sé em c’hén̄ver, évit ma savinn eunn tî é hanô ann Aotrou, va Doué, ma wéstlinn anézhan̄ évit dévi ézan̄s dira-z-han̄, évit lakaad da vôgédi louzou-c’houés-vâd, évit lakaat bépréd bara-kennig, hag évit kenniga sakrifisou-losk diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez, ha d’ann deisiou sabbat, ha d’al loariou névez, hag é goéliou all ann Aotrou, hon Doué da-vikenn, é-c’hîz ma eo bét gourc’hémennet da Israel.

5. Râg ann tî a fell d’in da zével a vézô brâz, ô véza ma eo brâz hon Doué dreist ann holl Zouéed.

6. Piou éta a vézô galloudek a walc’h évit sével eunn tî kaer a-walc’h évit-han̄ ? Ma na hell ann én̄v, hag én̄vou ann én̄vou hé zerc’hel, piou ounn-mé, évit ma helfenn sével eunn tî d’ézhan̄ ? Hôgen n’eo néméd évid dévi ézan̄s dira-z-han̄.

7. Digas éta d’in eunn dén desket, péhini a wézô laboura enn aour, hag enn arc’han̄t, hag enn arem, hag enn houarn, hag é limestra, hag é tané, hag é glâz ; hag a wézô ôber kizelladuriou ével ma ra ar vichérourien em eûz é Juda hag é Jéruzalem, hag a zô bét dilennet gan̄d David, va zâd.

8. Digas ivé d’in koat sedr, ha koat sapr, ha koat pîn eûl al Liban : râk me a oar pénaoz da dûd a drouc’h er-vâd koajou al Liban, ha va zervicherien a vézô gan̄d da ré ;

9. Évit ma vézô aozet d’in kalz a goat ; râg ann tî a fell d’in da zével a vézô brâz ha kaer.

10. D’ar ré eûz da zervicherien péré a drouc’hô hag a labourô ar c’hoat-zé, é rôinn évid en em voéta ugen̄t mil korus gwiniz, ha kémen̄d all a heiz, hag ugen̄t mil métret gwîn, hag ugen̄t mil sat éôl.

11. Hag Hiram, roué Tir, a lavaraz da Zalomon dré eul lizer a gasaz d’ézhan̄ : O véza ma en deûz ann Aotrou karet hé bobl, dré-zé en deûz da lékéat da roué war-n-ézhan̄.

12. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar, péhini en deûz rôet d’ar roué David eur mâb fûr, ha gwiziek, ha skian̄tek, ha poellek, évit sével eunn tî d’ann Aotrou, hag eur palez évit-han̄.

13. Kâs a rann éta d’id eunn dén poellek ha desket-brâe, Hiram va zâd,

14. Péhini a zô mâb da eur c’hrég eûz a verc’hed Dan, ha da eunn tâd a zô eûz a Dir, péhini a oar laboura enn aour, hag enn arc’han̄t, hag enn arem, hag enn houarn, hag er marpr, hag er c’hoat, hag é limestra, hag é mézer glâz, hag é lin moan, hag é tané ; péhini a oar ivé ôber kizelladuriou a bép doaré, ha kavout enn hé benn kémen̄t a zô réd évid hé labour, gan̄d da vichérourien, ha gan̄t michérourien va aotrou, David da dâd.

15. Kâs éta, va aotrou, d’as servicherien ar gwiniz, ann heiz, ann éôl hag ar gwîn éc’h eûz lavaret é kasfez.

16. Ha nî a lakai da drouc’ha el Liban ar c’hoat a vézô réd évid-od, hag a gasô anézhan̄ é radellou dré ar môr da Joppé ; ha té a lakai hé gâs da Jéruzalem.

17. Salomon a nivéraz éta ann holl dûd a-ziavéaz, a oa é douar Israel, abaoé ann nivérérez en dôa gréat David hé dâd, hag é oé kavet kan̄t mil tri mil hag han̄ter-kan̄t mil ha c’houec’h kan̄t.

18. Hag hén̄ a lékéaz dék mil ha tri-ugen̄t mil anézhô évid dougen bec’hiou war hô diskoaz, ha pévar-ugen̄t mil évit béna mein er ménésiou, ha tri mil ha c’houec’h kan̄t évid évésaad out labour ann dûd-zé.


————


III. PENNAD.


Salomon a zao tî ann Aotrou.


1. Ha Salomon a zéraouaz sével tî ann Aotrou é Jéruzalem war vénez Moria a oa bét diskouézet da Zavid, hé dâd, el léac’h a oa bét aozet gan̄d David, hé dâd, é leûr Ornan ar Jébuséad.

2. Hôgen don̄t a réaz d’hé zével enn eil viz eûz ar pévaré bloaz eûz hé rén.

3. Ha chétu ann diazez a daolaz Salomon, évit sével ti Doué : tri-ugen̄t ilinad a héd, hervez ar ven̄t gen̄ta, hag ugen̄t ilinad a léd.

4. Hag ar palier a oa dirâg ann ôr-dâl, péhini a oa kenn hir ha léd ann tî, en dôa ugen̄t ilinad ; hag ann uc’helder anézhan̄ a oa eûz a c’houec’h-ugen̄t ilinad ; hag hén̄ a alaouraz ann diabars gan̄d aour ar glana.

5. Gôlei a réaz ivé ar brasa eûz ann tî gan̄t taolennou koat sapr, war béré é lékéaz penn-da-benn taolennou aour ar glana ; hag hén̄ a gizellaz war-n-ézhô barrou palmez, hag ével chadennouigou strôbet ann eil enn ébén.

6. Pavéza a réaz ivé ann templ gan̄t marpr ar c’haéra, kin̄klet-brâz.

7. Hôgen ann aour gan̄t péhini é c’hôlôaz ann tî, hag ann treûstou, hag ar peûliou, hag ar môgeriou, hag ann ôriou, a oa eûz ar gwella ; hag hén̄ a gizellaz kérubined war ar môgeriou.

8. Ober a réaz ivé tî San̄t ar zen̄t ; hé héd, hervez léd ann tî, a oa eûz a ugen̄t ilinad, hag hé léd a oa ivé eûz a ugen̄t ilinad ; hag hén̄ a c’hôlôaz anézhan̄ gan̄t taolennou aour, a dalié war-drô c’houec’h kan̄t talan̄t.

9. Ober a réaz ivé tachou aour, péré a boézé han̄ter-kan̄t sikl pép-hini ; ar c’hamprou uc’hel a c’hôlôaz ivé gan̄d aour.

10. Ober a réaz ivé é tî San̄t ar zen̄t daou gérubin, gan̄t labour ar gizellerien ; hag hén̄ hô gôlôaz gan̄d aour.

11. Askellou ar gérubined hô dôa ugen̄t ilinad a héd, enn hévélep doaré m’é dôa eunn askel pemb ilinad, ha m’az éa bété môger ann ti, m’é dôa ann askel all pemb ilinad, ha m’az éa bétég askel ar c’hérubin all.

12. Ével-sé askel ar c’hérubin all é dôa pemb ilinad, hag a iéa bétég ar vôger ; m’é dôa ann askel all pemb ilinad, ha m’az éa bétég askel ar c’hérubin all.

13. Askellou ar gérubined-zé a oa éta astennet, hag en em astenné war ugen̄t ilinad ; hogen hî a oa enn hô zâ war hô zreid, hag hô fennou a oa trôet war-zû ann tî a ziavéaz.

14. Ober a reaz ivé eur wél gan̄t mézer glâz, gan̄t limestra, gan̄t tané, ha gan̄t lin moan : ha war-n-ézhi é wéaz kérubined.

15. Daou beûl a réaz ivé dirâk dôr ann templ, péré hô dôa pemb ilinad ha trégon̄t a uc’helder ; hag hô fennou hô dôa pemb ilinad.

16. Ober a réaz ivé chadennouigou ével er san̄tuar, hag é lékéaz anézhô war bennou ar peûliou ; ha kan̄t aval-grénad a lékéaz war ar chadennouigou.

17. Lakaad a réaz ar peûliou-zé é palier ann templ, unan a zéou, hag égilé a gleiz ; ann hini a oa a zéou a c’halvaz Jac’hin, hag ann hini a gleiz, Booz.


————

IV. PENNAD.


Aoter arem, môr teûz, taoliou ha listri ann templ.


1. Salomon a réaz ivé ann aoter arem eûz a ugen̄t ilinad a héd, hag eûz a ugen̄t ilinad a léd, hag eûz a zég ilinad a uc’helder ?

2. Hag eur môr teûz eûz a zég ilinad eûz ann eil tu d’égilé, hag hén̄ roun̄d trô-war-drô : pemp ilinad a uc’helder en dôa ; hag eur rizen a drégon̄t ilinad a ioa trô-war-drô d’ézhan̄.

3. A-îz d’ar rizen éz oa skeûdennou éjenned, ha dég ilinad a gizelladur enn diavéaz é-c’hîz daou reiz trô-war-drô d’ar môr. Hôgen ann éjenned a oa bét teûzet.

4. Ar môr-zé a oa douget war zaouzég éjenn, a béré trî a zellé oud ann han̄ter-nôz, ha trî oud ar c’hûs-héol, ha trî oud ar c’hrésteiz, ha trî oud ar sâv-héol : ar môr a oa douget war ann éjenned-zé hag ar penn-adré eûz ann éjenned en em gave dindân ar môr.

5. Ann devder anézhan̄ a oa eûz a eur raouennad, hag ar vuzel anézhan̄ a oa ével muzel eur chôp, pé ével eul lilien rodellet ; hag hén̄ a zalc’hé tri mil métret.

6. Ober a réaz dék basin ; hag é lékéaz pemp a zéou ha pemp a gleiz évit gwalc’hi enn-hô kémen̄d a dlié béza kenniget é sakrifiz-losk ; hôgen ar véleien en em walc’hé er môr arem.

7. Ober a réaz c’hoaz dék kan̄toler aour, hervez ann doaré a oa bét gourc’hémennet évid hô ôber ; hag é lékéaz anézhô enn templ, pemp a zéou ha pemp a gleiz :

8. Hag ivé dék taol ; hag é lékéaz anézhô pemp a zéou ha pemp a gleiz ; ha c’hoaz kan̄t fiolen.

9. Ober a réaz ivé leûren ar véleien, hag eunn iliz-veûr ; ha dôriou ann iliz-veûr a c’hôlôaz gan̄d arem.

10. Lakaad a réaz ar môr enn tû déou, dirâg ar sâv-héol, war-zû ar c’hrésteiz.

11. Hiram a réaz ivé pôdou, ha fériérigou, ha fiolennou ; hag hén̄ a beûr-c’hréaz holl labour ar roué é templ Doué ;

12. Da lavaroud-eo daou beûl, ha kerdinigou war bennou ar peûliou, hag é doaré rouédouigou, péré a c’hôlôé ar c’herdinigou a oa war ar pennou.

13. Hag ivé pévar c’han̄t aval-grénad, ha diou rouédik ; enn hévélep doaré ma en em gavé diou ren̄kad avalou-grénad é pép rouédik, péré a c’hôlôé kerdinigou pép penn peûl.

14. Treid a réaz ïve, ha basinou a lékéaz war ann treid :

15. Hag eur môr, ha daouzég éjenn dindân ar môr.

16. Ha pôdou, ha fériérigou, ha fiolennou. Hiram a réaz da Zalomon, her c’haré ével hé dâd, ann holl listri évit tî ann Aotrou, péré a oa eûz a arem ar glana. (M).

17. Ar roué a lékéaz hô zeûzi enn eur gompézen tôst d’ar Jourdan, enn eunn douar priek, étré Sokot ha Sarédata.

18. Hôgen ann holl listri-zé a oa diniver, enn hévélep doaré na anavézed két ar poéz eûz ann arem.

19. Ével-sé Salomon a réaz holl listri tî Doué, hag ann aoter aour, hag ann daoliou war béré édô ar baraou-kennig :

20. Hag ar c’han̄toleriou a aour ar glana, gan̄d hô c’hleûzeûriou évit goulaoui dirâg ann orakl hervez ar c’hîz :

21. Hag ivé ével bleûn̄, ha kleûzeûriou, ha gultaniou aour : hag hî holl a oa gréat gan̄d aour ar glana.

22. Ha boéstlou ann ézan̄s, hag ann ézan̄souérou, hag ar fiolennou, hag al listri-brév, a oa eûz a aour ar glana. Dôriou templ ann diabars, da lavaroud eo San̄t ar zen̄t, a oa kizellet ; hag ann ôriou a ziavéaz a oa eûz a aour. Ével-sé é oé peûr-c’hréat al labour a réaz Salomon évit tî ann Aotrou.


————


V. PENNAD.


Digaset eo ann arc’h é templ ann Aotrou.


1. Salomon a zigasaz éta enn templ kémen̄d en dôa gwéstlet David hé dâd ; lakaad a réaz ann aour, ann arc’han̄t, hag ann holl listri é ten̄zoriou tî Doué.

2. Goudé-zé é strollaz é Jéruzalem hénaoured Israel, hag holl brin̄sed ar breûriézou, ha pennou tiadou mipien Israel, évit ma tigaschen̄t arc’h kévrédigez ann Aotrou eûz a géar David a zo Sion.

3. Holl dûd Israel a zeûaz éta étrézég ar roué enn deiz goél eûz ar seizved mîz.

4. Ha pa oé deûet holl hénaoured Israel, al Lévited a géméraz ann arc’h,

5. Hag a zougaz anézhi, ha kémen̄d a zellé oud ann tabernakl. Hôgen ar véleien gan̄d al Lévited a zouge listri ar san̄tuar a oa enn tabernakl.

6. Ar roué Salomon, hag holl bobl Israel, hag ar ré holl a oa bét strollet dirâg ann arc’h, a lazaz tourzed hag éjenned hép niver, diouc’h al lôd brâz eûz ar viktimou.

7. Hag ar véleien a zigasaz arc’h kévrédigez ann Aotrou enn hé léac’h, da lavaroud eo é orakl ann templ, é san̄t ar zen̄t, dindân askellou ar gérubined :

8. Enn hévélep doaré ma astenné ar gérubined hô diou-askel war al léac’h é péhini é oa bét lékéad ann arc’h, ha ma c’hôlôen̄t anézhi gan̄d hé barrou.

9. Hag ô véza ma oa hîr eunn nébeût ar barrou gan̄t péré é touged ann arc’h, é wéled ar penn anézhô eûz a zirâg ann orakl : hôgen néb a oa enn diavéaz na hellé két hô gwélout. Hag ann arc’h a zô bét énô bétég-henn.

10. Ha na oa nétrâ enn arc’h, néméd ann diou daolen en dôa lékéat Moizez enn-hi é Horeb, pa rôaz ann Aotrou hé lézen da vugalé Israel pa zeûen̄t er-méaz eûz ann Éjipt.

11. Pa oé deûet ar véleien er-méaz eûz ar san̄tuar (râg ar véleien holl péré a hellaz en em gavout énô a oé san̄télet : ha né oa két bét c’hoaz rannet étré-z-hô enn amzer-zé ar c’hargou hag ar reiz anézhô.)

12. Kenn al Lévited, kenn ar ganérien, da lavaroud eo ar ré a oa dindân Asaf, hag ar ré a oa dindân Eman, hag ar ré a oa dindân Iditun, hag hô mipien, hag hô breûdeûr, gwisket gan̄t lin moan, a c’hoarié gan̄t simbalou, ha gan̄t lirennou, ha gan̄t télennou, hag hî enn hô zâ é sâv-héol ann aoter, ha gan̄t-hô c’houec’h-ugen̄t bélek péré a zoné gan̄d ar c’horn-boud.

13. O véza éta ma kanen̄t holl a-unan, gan̄t kornou-boud, ha gan̄t mouésiou, ha gan̄t simbalou, ha gan̄t ogrou, ha gan̄t kalz binviou all, hag ô sével uc’hel hô mouéz, ann trouz a oa klevet a bell ; enn hévélep doaré, pa en em lékéchon̄t da veûli ann Aotrou ha da lavarout : Énorit ann Aotrou, râk mâd eo, râk peûr-baduz eo hé drugarez ; tî ann Aotrou a oé leûn gan̄d eur goabren ;

14. Hag ar véleien na hellen̄t két choum énô, nag ôber hô c’harg enn abek d’ar goabren ; râg gloar ann Aotrou é dôa leûniet tî Doué.


————


VI. PENNAD.


Péden Salomon é deiz sakrérez ann templ.


1. Neûzé Salomon a lavaraz : Ann Aotrou en deûz lavaret é choumché enn dévalien.

2. Ha mé em eûz savet eunn tî d’hé hanô, évit ma choumô éno da-vikenn.

3. Hag ar roué a drôaz hé zaoulagad, hag a vennigaz holl strollad Israel (râg ann holl dûd a oa enn hô zâ, hag hî war évez) ; hag é lavaraz :

4. Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz gréat ar péz en dôa lavaret da Zavid, va zâd, ô komza ével-henn :

5. Abaoé ann deiz é péhini em eûz tennet va fobl eûz a zouar ann Éjipt, n’em eûz két dilennet eur géar é touez holl vreûriézou Israel évit ma vijé savet enn-hi eunn tî d’am hanô ; ha n’em eûz két dilennet eunn dén all évit béza réner war va fobl a Israel :

6. Hôgen dilennet em eûz Jéruzalem, évit ma vézô va hanô enn-hi ; ha dilennet em eûz David, évid hé lakaad war va fobl Israel.

7. Ha pa fellaz da Zavid, va zâd, sével eunn tî enn hanô ann Aotrou, Doué Israel,

8. Ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Pa éc’h eûz bét ann ioul da zével eunn tî em hanô, éc’h eûz gréat mâd kaout ann ioul-zé :

9. Koulskoudé né két té a zavô eunn tî d’in, hôgen da vâb, péhini a zeûi er-méaz eûz da zigroazel ; hen-nez eo a zavô eunn tî d’am hanô.

10. Gréat eo éta gan̄d ann Aotrou ar péz en dôa lavaret ; saved ounn é léac’h David, va zâd, hag ounn azézet war drôn Israel, ével ma en deûz lavaret ann Aotrou ; hag em eûz saved eunn tî enn hanô ann Aotrou, Doué Israel :

11. Hag em eûz lékéat enn-han̄ ann arc’h, é péhini éma ar gévrédigez en deûz gréat ann Aotrou gan̄t bugalé Israel.

12. Salomon éta en em lékéaz enn hé zâ dirâg aoter ann Aotrou dirak holl strollad Israel, hag a astennaz hé zaouarn.

13. Râk Salomon en dôa gréat eunn diazez arem, péhini en dôa pemb ilinad a héd, ha pemb ilinad a léd, ha tri ilinad a uc’helded ; hag hén̄ a zavaz war-n-ézhan̄, ha goudé-zé ô pléga hé zaoulin dirâg holl strollad Israel, hag ô sével hé zaouarn étrézég ann én̄v,

14. É lavaraz : Aotrou, Doué Israel, n’eûz két a Zoué hén̄vel ouz-id nag enn én̄v, na war ann douar ; té péhini a vîr ar gévrédigez hag ann drugarez éch eûz gréat d’as servicherien, péré a gerz dira-z-oud a greiz hô c’haloun :

15. Té péhini éc’h eûz gréat é-ken̄ver David (T), va zâd da zervicher, ar péz ez pôa lavaret d’ézhan̄ ; gan̄d da c’hénou éc’h eûz komzet, ha gan̄d da zaouarn éc’h eûz peûr-c’hréat, ével ma rô da wîr ann deiz-man̄.

16. Bréma éta, Aotrou, Doué Israel, gra é-kén̄ver David (T), va zâd da zervicher, kémen̄d ha ma éc’h eûz lavaret d’ézhan̄ ével-henn : Na vézô két tennet diouz-id ann hini a dlé azéza dira-z-oun war drôn Israel ; gan̄t ma virô koulskoudé da vugalé hô hen̄chou, ha ma kerzin̄t em lézen, ével ma éc’h eûz kerzet té dira z-oun.

17. Hôgen bréma, Aotrou, Doué Israel, gra ar péz éc’h eûz lavaret da Zavid, da zervicher.

18. Piou a hellfé krédi (T) é choumfé Doué gan̄d ann dûd war ann douar ? Ma na hell ann en̄v nag ann én̄vou da zerc’hel, gan̄t pégen nébeût a wîr her graé ann tî-man̄ em eûz savet ?

19. Hôgen dré gémen̄t-man̄ eo bét gréat hép-kén, évit ma selli out péden da zervicher, hag oud hé wéstlou, Aotrou, va Doué ; ha ma sélaoui oud ar pédennou a rai da zervicher dira-z-oud :

20. Évit ma tigori da zaoulagad nôz-deiz war ann tî-man̄, war al léac’h é péhini ez pôa lavaret é vijé galvet da hanô,

21. E sélaoufez oud ar béden a ra da zervicher enn-han̄ ; hag é klevchez out pédennou da zervicher ha da bobl Israel. Piou-bennâg a bédô el léac’h-man̄, sélaou anézhan̄ eûz al léac’h é péhini é choumez, da lavaroud eo, eûz ann én̄vou, ha grâ trugarez enn hé gén̄ver.

22. Ma en deûz péc’het eunn dén a-éneb hé nésa, ha mar teû da doui enn hé énep, ha d’en em wéstla d’ar valloz dirâk da aoter enn tî-man̄ ;

23. Té a zélaouô eûz ann én̄v, hag a varnô da zervicherien ; disteûrel a rî hé fallagriez war ann hini fallagr, hag é tidamalli ann hini reiz, ô rei d’ézhan̄ hervez hé reizded.

24. Mar d-eo tréc’het da bobl Israel gan̄d hé énébourien, (râg hî a béc’ho enn da énep), hag ô tistrei mar gréon̄t pinijen, mar meûlon̄t da hanô, ha mar pédon̄t el léac’h-man̄,

25. Té a zélaouô out-hô eûz ann én̄v, hag a zistôlô hé béc’hed d’ar pobl Israel, hag a zigasô anézhô d’ann douar éc’h eûz rôet d’ézhô ha d’hô zadou.

26. Mar béz serret ann én̄v, ha ma na gouéz kéd a c’hlaô enn abek da béc’hejou da bobl ; ha mar pédon̄t ac’hanod, ha mar meûlon̄t da hanô, ha mar tistrôon̄t diouc’h hô féc’héjou, p’az pézô hô glac’haret ;

27. Sélaou out-hô eûz ann én̄v, Aotrou, ha distol péc’héjou da zervicherien ha da bobl Israel, ha desk d’ézhô ann hen̄t mâd dré béhini é kerzin̄t ; ha rô glaô war ann douar éc’h eûz rôet d’as pobl é kers,

28. Mar sâv war ann douar eunn naounégez pé eur vosen, pé ann duan, pé ann téz, pé kiḻeien-raden, pé biskouled ; pé mar teû ann énébour, goudé béza gwastet ar vrô, da daga dôriou kéar ; pé ma en deûz eur gouli pé eur c’hlén̄ved-bennâg :

29. Mar teû eur ré-bennâg eûz da bobl Israel d’az pédi ; oc’h anaout hé c’houli hag hé glén̄ved, ma astenn hé zaouarn enn tî-man̄,

30. Té a zélaouô out-han̄ eûz ann én̄v, eûz al léac’h uc’hel é péhini é choumez, hag a rai trugarez, hag a rôi da bép-hini hervez hé hen̄chou, hervez ma hô gwéli enn hô c’haloun (râk n’eûz néméd-oud a gémén̄d a anavézché kalounou bugalé ann dûd),

31. Évit ma toujin̄t ac’hanod, ha ma kerzin̄t enn da hen̄chou é holl zeisiou ha ma vévin̄t war c’harré ann douar, éc’h eûz rôet d’hon tadou.

32. Mar teû ivé eunn diavésiad, ha na vézô két eûz da bobl Israel, eûz a eur vrô bobl, enn abek d’as hanô brâz, ha d’as tourn kré, ha d’as préac’h astennet, ha ma azeûl el léac’h-man̄,

33. Té a zélaouô eûz ann én̄v, eûz ann oabl é péhini é choumez, hag é rî kémen̄d a c’houlennô ann diavésiad-zé : évit ma anavézô holl boblou ann douar da hanô, ha ma toujin̄t ac’hanod ével ma râ da bobl Israel, ha ma anavézin̄t pénaoz da hanô a zô galvet war ann tî-man̄ em eûz savet.

34. Mar d-a da bobl d’ar brézel a-éneb hé énébourien, dré ann hen̄t dré béhini ez pézô hô c’haset ; mar pédon̄t ac’hanod, ô selloud oud ar géar-man̄ éc’h eûz dilennet, hag oud ann tî em eûz savet enn da hanô,

35. Té a zélaouô eûz ann én̄v hô fédennou hag hô goulennou, hag a ven̄jô anézhô.

36. Mar péc’hon̄t enn da énep (râk n’eûz dén e-béd ha na béc’hché), hag ô véza éat drouk enn-oud enn hô énep, ma hô lékéez étré daouarn hô énébourien ; ha mar bézon̄t kaset da sklaved gan̄t-hô enn eunn douar a bell pé a dôst ;

37. Hag ô tistrei enn hô c’haloun, mar gréon̄t pinijen enn douar é péhini é vézin̄t bét kaset da sklaved, ha mar pédon̄t ac’hanod é douar hô sklavérez, ô lavarout : Péc’het hon eûz, droug ha fallagriez hon eûz gréat :

38. Ha mar tistrôon̄t ouz-id eûz hô holl galoun, hag eûz hô holl éné, é douar hô sklavérez, é péhini é vézin̄t bét kaset ; ha ma azeûlon̄t ac’hanod, ô sellout oud ann douar éc’h eûz rôet d’hô zadou, hag oud ar géar éc’h eûz dilennet, hag oud ann tî em eûz savet d’as hanô,

39. Té a zélaouô eûz ann én̄v, da lavaroud eo, eûz al léac’h postek é péhini é choumez, hô fédennou, hag a varnô anézhô, hag a rai trugarez d’as pobl, pétrâ-bennâg m’en dévézô péc’het.

40. Râk va Doué oud : ra vézô digor, mé az péd, da zaoulagad, ha ra vézô évésiek da ziskouarn oud ar pédennou a vézô gréat el léac’h-man̄.

41. Bréma éta, ô Aotrou Doué, sâv enn da éhan, té hag arc’h da ners : ra gavô skoazel da véleien, Aotrou Doué, ha r’en enn laouénai da zen̄t er madou.

42. Aotrou Doué, na zistrô két da zaoulagad diouc’h da éôliet : az péz koun eûz a drugarézou David, da zervicher.


————


VII. PENNAD.


Ann tân a ziskenn eûz ann én̄v war ar viktimou. Doué en em ziskouéz da Zalomon.


1. Hôgen pa oé peûr-c’hréat hé béden gan̄t Salomon, ann tân a ziskennaz eûz ann én̄v, hag a zévaz ar sakrifisou-losk hag ar viktimou ; ha meûrdez ann Aotrou a leûniaz ann tî.

2. Ha na hellé két ar véleien mon̄d ébarz templ ann Aotrou, ô véza ma oa leûniet ann templ gan̄d meûrdez ann Aotrou.

3. Hôgen pa wélaz holl vugalé Israel ann tân ô tiskenn, ha gloar ann Aotrou war ann tî, en em stlépchon̄t war hô génou war leûr ann tî a oa mein, hag éc’h azeûlchon̄t hag é veûlchon̄t ann Aotrou ; ô véza ma eo mâd, ha ma eo peûr-baduz hé drugarez.

4. Neûzé ar roué hag ann holl bobl a lazaz viktimou dirâg ann Aotrou.

5. Ar roué Salomon a lazaz éta é sakrifiz daou vil éjenn war-n-ugen̄t, ha c’houec’h-ugen̄t mil tourz ; hag ar roué, hag ann holl bobl a wéstlaz tî Doué.

6. Hôgen ar véleien a zalc’hé hô c’hargou ; hag al Lévited a gané gan̄t binviou kanaouennou, en dôa gréat ar roué David évit meûli ann Aotrou, ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez. Kana a réan̄t éta kanaouennou David gan̄d hô binviou ; hag ar véleien a zoné gan̄d ar c’hornou-boud enn hô raok, hag Israel holl a oa enn hé zâ.

7. Salomon a zan̄télaz ivé kreiz al leûr dirâk templ ann Aotrou ; râk kenniget en dôa énô sakrifisou-losk, ha lard ar sakrifisou a béoc’h ; râg ann aoter arem en dôa gréat na hellé két derc’hel ar sakrifisou-losk, ar sakrifisou all, hag al lard.

8. Salomon a réaz éta eur goél enn amzer-zé é-pâd seiz dervez, hag Israel holl gan̄t-han̄ : brâz é oé ar strollad, adalek m’az éeur é Émat bété froud ann Éjipt.

9. Ann eizved dervez é réaz goél ar strollad, ô véza m’en dôa gwéstlet ann aoter é-pâd seiz dervez, ha m’en dôa gréat goél ann teltou épâd seiz dervez.

10. Ével-sé enn trédé deiz war-n-ugen̄t eûz ar seizved mîz é kasaz-kuît ar boblou d’hô zeltou, hag hi laouen hag anaoudek eûz ar madou en dôa great ann Aotrou da Zavid, ha da Zalomon, ha da Israel, hé bobl.

11. Salomon a beûr-c’hréaz éta tî ann Aotrou, ha tî ar roué ha kémen̄d en dôa lékéad enn hé benn da ôber é tî ann Aotrou, hag enn hé dî hé-unan ; hag hén̄ a iéaz avâd da benn.

12. Hôgen ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄ é-pâd ann nôz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Klevet em eûz da béden hag em eûz dilennet al léac’h-man̄ d’in évid eunn tî a zakrifiz.

13. Mar serrann ann en̄v, ha ma na gouéz kéd a c’hlaô, ha mar gourc’hémennann d’ar c’hiḻeien-raden gwasta ann douar ; ha mar kasann ar vosen é-touez va fobl ;

14. Mar teû va fobl, war béhini eo bét galvet va hanô, da zistrei ouz-in, d’am pédi, da en̄klaskout va dremm, ha da ôber pinijen eûz hé wall hen̄chou ; mé a zélaouô out-han̄ eûz ann én̄v, hag a zistôlô d’ézhan̄ hé béc’héjou, hag a iac’hai hô douar.

15. Va daoulagad a vézô digor, ha va diskouarn a vezô évésiek out péden ann hini a c’halvô ac’hanoun el léac’h-man̄.

16. Rak dilennet ha san̄télet em eûz al léac’h-man̄, évit ma vézô va hanô enn-han̄ da-vikenn, ha ma choumô bépréd va daoulagad ha va chaloun enn-han̄.

17. Ha té, mar kerzez dira-z-oun, ével ma en deûz kerzet David, da dâd, ha mar gréz kémen̄d em eûz gourc’hémennet d’id, ha mar mirez va lézennou ha va barnédigézou,

18. Mé a zavô trôn da rén, ével ma em eûz rôet va gér da Zavid da dâd, ô lavarout : Na vézô két tennet eunn dén eûz da wenn eûz a brin̄sélez Israel.

19. Hôgen mar tistrôit diouz-in, ha mar tilézit al lézennou hag ar gourc’hémennou em eûz rôet d’é-hoc’h, ha m’az îd da gavout douéed a-ziavéaz, ha d’hô azeûli,

20. Mé hô tennô diwar-c’horré ann douar em eûz rôet d’é-hoc’h ; hag ann tî-zé em eûz san̄télet d’am hanô a daolinn pell diouc’h va daoulagad, ha mé hé lakai da véza da zorc’hen ha da skouér d’ann holl boblou :

21. Hag ann tî-zé a vézô gréat goap anézhan̄ gan̄t (T) ar ré holl a dréménô ébiou, hag a lavarô enn hô souez : Pérâg en deûz gréat ann Aotrou kémen̄t-sé d’ann douar-man̄, ha d’ann tî-man̄ ?

22. Hag hi a lavarô : O véza ma hô deûz dilézet ann Aotrou, Doué hô zadou, péhini en deûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt ; ha ma hô deûz kéméret douéed a ziavéaz, oc’h azeûli hag ô lida anézhô : râk-sé eo eo deûet war-n-ezhô ann holl reûsiou-zé.


————

VIII. PENNAD.


Kalz keriou a zâv Salomon. Merka a ra kargou ar véleien hag al Lévited.


1. Hôgen a-benn ugen̄t vloaz goudé m’en dôe savet Salomon tî ann Aotrou hag hé dî hé-unan ;

2. É savaz Salomon ar c’heriou en dôa rôet Hiram d’ézhan̄, hag é lékéaz bugalé Israel da choum enn-hô.

3. Mon̄d a réaz ivé é Émat-Suba, hag é perc’hennaz anézhi.

4. Sével a réaz ivé Palmira enn distrô, ha keriou all kré é Émat.

5. Sével a réaz ivé Bethoron ann uc’héla, ha Bethoron ann izéla, keriou muriet, gan̄t persier ha sparlou ha potaḻou ;

6. Hag ivé Balaat, hag ann holl geriou kré a oa d’ézhan̄, ha keriou ar c’hirri, ha keriou ar varc’heien ; ha kémen̄d a gavaz-mâd Salomon da ôber, é savaz e Jéruzalem, hag el Liban, hag é holl zouar hé rouan̄télez.

7. É-kén̄ver ann holl bobl a oa choumet eûz ann Hétéed, hag eûz ann Amorréed, hag eûz ar Férézéed, hag eûz ann Hévéed, hag eûz ar Jébuséed, péré na oan̄t két eûz a wenn Israel ;

8. Hag eûz hô bugalé, hag eûz ar ré hô goudé, péré na oan̄t két bét lazet gan̄t bugalé Israel ; Salomon hô lékéaz da baéa gwiriou, ével ma réon̄t c’hoaz bréma.

9. Hôgen na lékéaz hini eûz a vugalé Israel da zervicha é labouriou ar roué : râg hi a oa hé vrézélidi, hag hé gen̄ta duged, ha prin̄sed he girri, hag hé varc’heien.

10. Hôgen daou c’han̄t prin̄s hag han̄ter-kan̄t a ioa war arme ar roué Salomon, péré a réné ar bobl.

11. Kas a réaz neûzé merc’h Faraon eûz a géar David d’ann tî en dôa savet évit-hi. Hag ar roue a lavaraz : Né két choumet va grég é tî David, roué Israel, ô véza ma eo bét san̄télet ; dré ma eo éat enn-han̄ arc’h ann Aotrou.

12. Neûzé Salomon a gennigaz d’ann Aotrou sakrifisou-losk war aoter ann Aotrou, en dôa savet dirâg ar palier ;

13. Évit ma vijé kenniget bemdez war-n-ézhi hervez gourchémenn Moizez, é deisiou ar sabbat, enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz, hag enn tri goél brasa eûz ar bloaz, da lavaroud eo, é lîd ar bara dic’hoell, hag é lîd ar sizuniou, hag é lîd ann teltou.

14. Merka a réaz ivé, hervez feiz David, hé dâd, dléadou ar véleien enn hô c’harg, ha ré al Lévited, hervez hô reiz évit meûli ha servicha dirâg ar véleien, diouc’h al lîd eûz a bép dervez ; ha ré ar borsierien enn hô rannou a zôr é dôr : râg ével-sé en dôa gourc’hémennet David ann dén Doué.

15. Ar véleien hag al Lévited a réaz kémen̄d a oa bét gourc’hémennet gan̄d ar roué evid al labouriou, hag ivé évid diwall ann ten̄zoriou.

16. Salomon en dôa kavet pép-trâ aozet, adaleg ann deiz é péhini é tiazézaz tî ann Aotrou, bétég ann deiz é péhini é peûr-c’hréaz anézhan̄.

17. Neûzé éz éaz Salomon da Asiongaber, ha da Ailat, war aod ar môr Rûz, a zô é douar Édom.

18. Hôgen Hiram en dôa kaset d’ézhan̄ gan̄d hé zervicherien, listri ha merdéidi gwiziek diouc’h ar môr, péré a iéaz gan̄t servicherien Salomon da Ofir, hag a zigasaz ac’hanô pevar c’han̄t talan̄t aour hag han̄ter-kan̄t a rôjon̄t d’ar roué Salomon.


————


IX. PENNAD.


Rouanez Saba a zeû da gavout Salomon. Marô Salomon.


1. Hôgen rouanez Saba ô véza klévet komza eûz a Zalomon, a zeûaz da Jeruzalem évid hé anaout gan̄t lavariou-gôlôet ; hag hî é dôa gan̄t-hi kalz madou, ha kan̄valed péré a zougé louzou-c’houés-vâd, ha kalz a aour, ha mein talvouduz : ha pa oé deûet da gavout Salomon, é lavaraz d ézhan̄ kemen̄d a oa war hé c’haloun.

2. Ha Salomon a zisplegaz d’ézhi kémen̄d é dôa goulennet digan̄t-han̄ : ha na oé nétrâ a gémen̄t ha na zisklérias két d’ézhi.

3. Pa wélaz-hî furnez Salomon, hag ann tî en dôa savet,

4. Ha boéd hé daol, ha tîez hé zervicherien, ha kargou hé vinistred, hag hô diḻad, hag hé gôperien, hag hô gwiskou, hag ar viktimou a lazé d’ann Aotrou, gan̄d ar zaouzan na choumaz mui hé spéred gan̄t-hi :

5. Hag é lavaraz d’ar roué : Gwîr eo ar péz em eûz klévet em brô diwar-benn da zellid ha da furnez.

6. Ha na grédenn két ar péz a oa bet lavaret d’in, kén na ounn deûet, hag em eûz gwélet gan̄t va daoulagad, hag em eûz anavézet pénaoz né oa két bét lavaret d’in ann han̄ter eûz da furnez ; trec’het eo gan-éz ar vrûd eûz da zellid.

7. Euruz eo da dûd, euruz eo da zervicherien, péré a zô bépréd dira-z-oud, hag a glev da furnez.

8. Benniget ra vézô ann Aotrou, da Zoué, péhini a zô bét fellet gan̄t-han̄ da lakaad war hé drôn da roué, é leac’h ann Aotrou da Zoué. O véza ma en deûz ann Aotrou karet Israel, ha ma fell d’ézhan̄ hé virout da-vikenn, râk-sé en deûz da lékéat da roué war-n-ézhan̄, évit ma rî barn ha reiz.

9. Hag hî a rôaz d’ar roué c’houech-ugen̄t talan̄t aour, ha kalz louzou-c’houés-vâd, ha mein talvouduz-brâz : biskoaz na oé gwélet kémen̄d all a louzou-c’houés-vâd, ével ma rôaz rouanez Saba d’ar roué Salomon.

10. Hôgen servicherien Hiram gan̄t servicherien Salomon a zigasaz aour eûz a Ofir, ha koat c’houés-vâd, ha mein talvouduz-brâz.

11. Hag ar roué a réaz gan̄d ar c’hoat c’houés-vâd-zé dérésiou tî ann Aotrou ha tî ar roué, ha télennou ha lirennou évid ar varzed ; ha na oé két gwélet é Juda ann hévélep koat betég-henn.

l2. Hôgen ar roué Salomon a rôaz da rouanez Saba kémen̄d ha ma c’hoan̄taaz-hî, ha ma c’houlennaz, ha kalz muioc’h égét né dôa digaset-hî. Hag hi a ieaz-kuît, hag a zistroaz d’he brô gan̄d he zûd.

13. Poéz ann aour a zouged bép ploaz da Zalomon, a oa eûz a kan̄t talan̄t aour c’houéac’h ha tri-ugen̄t :

14. Hép nivéri ar péz a zigasé d’ézhan̄ kannaded kalz brôadou, hag ar varc’hadourien, hag holl rouéed ann Arabia, ha rénerien ar brôiou a gasé aour hag arc’han̄t da Zalomon.

15. Ar roué Salomon a réaz éta daou c’han̄t goaf aour a boézé pép-hini c’houec’h sikl.

16. Ober a réaz ivé tri c’han̄t tiren aour eûz a dri c’han̄t sikl aour pép-hini, a oa évid hô gôlei ; hag ar roué hô lékéaz ébars tî ann armou, a oa é-kreiz eur c’hoat.

17. Ar roué a réaz ivé eunn trôn brâz gan̄d olifan̄t, hag hén̄ hé wiskaz gan̄d aour ar glana.

18. Ar c’houec’h daez dré béré é piñed d’ann trôn, hag ar skabel a oa a aour, ha diou vrec’hik a bép tû, ha daou léon a ioa oud ann diou vrec’hik :

19. Ha daouzék léon bihan all war ar c’houec’h daez a bép tû : ha na oé trôn é-béd hén̄vel oud hé-man̄ enn holl rouan̄télésiou.

20. Holl listri taol ar roué a oa a aour, ha listri koat al Liban a oa ivé a aour ar glana ; râg ann arc’han̄t enn amzer-zé a oa prizet ével nétrâ ;

21. Râk listri-vor ar roué a iéa eur wéach bép tri bloaz gan̄t servicherien Hiram da Darsis, hag a zigasé ac’hanô aour hag arc’han̄t, hag olifan̄t, ha marmouzed, ha pauned.

22. Ar roué Salomon a oé éta dreist holl rouéed ann douar gan̄d hé vadou hag hé c’hloar.

23. Hag holl rouéed ann douar a c’hoantéé gwéloud Salomon, évit sélaoui ar furnez en dôa lékéat Doué enn hé galoun.

24. Hag hî a zigasé d ézhan̄ bép ploaz rôou, listri arc’han̄t hag aour, ha diḻad, hag armou, ha louzou-c’houés-vâd, ha kézek, ha muled.

25. Salomon en dôé ivé daou-ugen̄t mil marc’h enn hé varchosiou, ha daouzék mil karr ha daouzék mil marc’hek ; hag hén̄ hô lékéaz é keriou ar c’hirri, hag el léac’h ma oa ar roué é Jéruzalem.

26. Astenna a réaz ivé he c’halloud war ann holl rouéed, adalek ar ster Eufrat bété brô ar Filistined, ha bétég harzou ann Éjipt.

27. Lakaad a réaz ann arc’han̄t da véza ker stan̄k é Jéruzalem ével ar vein ; ha ma oé gwélet kémen̄d a zedr ével a skaô-grâc’h a zavé er mesiou.

28. Digas a réad kézek d’ezhan̄ eûz ann Éjipt, hag eûz ann holl vrôiou all.

29. Oberiou all Salomon, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levriou ar profed Natan, hag é levriou Ahias, ar Siloniad, hag é gwélédigez Addo, ar gwéler, a-enep Jéroboam, mâb Nabat.

30. Hôgen Salomon a rénaz daou-ugen̄t vloaz é Jéruzalem war Israel holl.

31. Hag hén̄ a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é kéar David ; ha Roboam hé vâb a rénaz enn hé léac’h.


————


X. PENNAD.


Rann dék breûriez.


1. Hôgen Roboam a iéaz da Zichem : râg énô eo é oa strollet Israel holl évid hé lakaad da roué.

2. Hôgen Jéroboam, mâb Nabat, péhini a oa téc’het enn Éjipt râg aoun râk Salomon, pa glevaz kémen̄t-sé, a zistrôaz râk-tâl.

3. Hag hî a c’halvaz anézhan̄, hag hén̄ a zeûaz gan̄d Israel holl, hag é komzchon̄t out Roboam, ô lavarout :

4. Da dâd en dôa lékéat war-n-omp eur iéô gwall galet ; hôgen té, skan̄va rénadur kalet da dâd, péhini en dôa lékéat war-n-omp eur sklavérez pounner ; tenn eunn nébeût eûz hor beac’h, ha nî a zervichô ac’hanod.

5. Hag hén a lavaraz : Goudé tri dervez distrôit d’am c’havout. Ha pa oé éat ar bobl kuît,

6. Ar roué Roboam a zalc’haz kuzul gan̄d ann hénaoured a zavé dirâk Salomon hé dâd pa édô c’hoaz béô, hag é lavaraz : Pétrâ a gûzulit d’in da respoun̄ta d’ar bobl ?

7. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ma éc’h eûz madelez é-kén̄ver ar bobl-zé, ha ma komzez out-hô enn eunn doaré habask, é servichin̄t ac’hanod da-vikenn.

8. Hôgen hén̄ a zilézaz kuzul ann hénaoured, hag a zeûaz da c’houlenn kuzul digan̄t ann dûd-iaouan̄k, péré a oa bét maget gan̄t-han̄, hag a oa war hé drô ;

9. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a vennit-hu, ha pétrâ a dléann-mé da respoun̄ta d’ann dûd-zé, péré hô deûz lavaret d’in : Skan̄va ar iéô en deûz lékéat da dâd war-n-omp ?

10. Hag hî a respoun̄taz ével tûd-iaouan̄k, péré a oa bét maget gan̄t-han̄ enn dudiou, hag a lavaraz : Ével-henn é komzi oud ann dûd-zé péré hô deûz komzet ouz-id, ô lavarout : Da dâd en deûz lékéat hor iéô da véza pounner ; skan̄va-hén̄ d’é-omp : ével-enn é komzi out-hô : Va biz bihan a zô tévoc’h égét mell-kein va zâd.

11. Va zâd en deûz lékéat war-n-hoc’h eur iéô pounner, ha mé hel lakai c’hoaz da véza pounnéroc’h : va zâd en deûz skôet war-n-hoc’h gan̄t skourjézou, ha mé a skôi war-n-hoc’h gan̄t kruged.

12. Jéroboam hag ann holl bobl a zeûaz da gavout Roboam a-benn tri dervez, hervez gourc’hemenn ar roué.

13. Hag ar roué né zalc’haz stâd é-béd eûz a guzul ann hénaoured, hag a lavaraz d’ézhô gériou dichek.

14. Komza a réaz out-hô hervez kuzul ann dûd-iaouan̄k : Va zâd en deûz lékéat war-n-hoc’h eur iéô pounner, ha mé hel lakai c’hoaz da véza pounnéroc’h ; va zâd en deûz skôet war-n-hoc’h gan̄t skourjézou, ha mé a skôi war-n-hoc’h gan̄t kruged.

15. Ha na aotréaz két da bédennou ar bobl : râg ioul Doué é oa ma vijé sévénet ar gér en dôa lavaret da Jéroboam, mâb Nabat, dré c’hénou Ahias, ar Siloniad.

16. Hôgen ann holl bobl ô klevout geriou dichek ar roué, a lavaraz d’ézhan̄ : N’hon eûz lôd é-béd é David, na digwéz é-béd é mâb Isai. Distrô d’as teltou, Israel ; ha té, David, kéa d’as tî da-unan. Hag Israel en em dennaz d’hé deltou.

17. Roboam a rénaz eta war ar vugalé eûz a Israel péré a choumé é keriou Juda.

18. Hôgen ar roué Roboam a gasaz Aduram, péhini a oa war ann tellou, ha bugalé Israel a labézaz anézhan̄, hag hén̄ a varvaz ; hag ar roué Roboam a biñaz râk-tâl war hé garr, hag a déc’haz da Jéruzalem.

19. Hag Israel en em rannaz eûz a di David bété vréma.


————


XI. PENNAD.


Ar véleien, al Lévited hag ar ré holl a zouj Doué a drô etrézé Roboam.


1. Hôgen Roboam a zeûaz da Jéruzalem, hag a strollaz holl dî Juda ha Ben̄jamin, naô-ugen̄t mil dén-a-vrézel dioc’h ann dibab, évit stourmi oud Israel, hag hé zigas adarré dindân hé c’halloud.

2. Ha gér ann Aotrou a iéaz étrézé Séméias, dén Doué, ô lavarout :

3. Kas tûd oud Roboam, mâb Salomon, roué Juda, hag oud holl Israel, a zô é Juda hag é Ben̄jamin, ô lavarout :

4. Evel-henn é lavar ann Aotrou : Na biñot két, ha na vrézélékéot két oud hô preûdeûr : distrôet pép-hini d’hé dî, râk dré va ioul eo eo bét gréat. P’hô dôé klevet lavar ann Aotrou, é tistrôjon̄t, ha na gerzchon̄t mui a-énep Jéroboam.

5. Roboam a choumaz éta é Jéruzalem, hag a zavaz keriou muriet é Juda.

6. Sével a réaz Bétléhem, hag Étam, ha Tékué,

7. Ha Betsur, ha Soc’ho, hag Odollam,

8. Ha Get, ha Marésa, ha Zif,

9. Hag Aduram, ha Lac’his, hag Azéka,

10. Ha Saraa, hag Aialon, hag Hébron, a ioa é Juda hag é Ben̄jamin, keriou kré-brâz.

11. Ha goudé m’en dôé gréat muriou trô-war-drô d’ézhô, é lékéaz bléñerien enn-hô, hag é réaz soliérou-boéd, da lavaroud eo, évid éôl hag évit gwîn.

12. É pép kéar é réaz tiez-armou évit tirennou ha gwafiou ; hag hén̄ hô c’hrévaaz gan̄d eunn hast brâz, hag a rénaz war Juda ha Ben̄jamin.

13. Hôgen ar véleien hag al Lévited a oa é holl Israel, a zeûaz d’hé gavout eûz hô holl geriou,

14. O tilézel ar faboursiou hag hô madou, évid don̄t da Juda ha da Jéruzalem ; ô véza m’en dôa Jéroboam hô c’haset-kuît, hén̄ hag hé vipien, évit na rajen̄t két ar garg a véleien d’ann Aotrou.

15. Hag hén̄ a réaz évit-han̄ béleien évid al lec’hiou uc’hel, hag évid ann diaoulou, hag évid al leûéou en dôa gréat.

16. Hôgen kémen̄d hini eûz a vreûriézou Israel en dôa rôet hé galoun évit klask ann Aotrou, Doué Israel, a zeûaz da Jéruzalem évit laza hô viktimou dirâg ann Aotrou, Doué hô zadou.

17. Ével-sé é stardchon̄t rouan̄télez Juda, hag é kendalc’hchon̄t Roboam, mâb Salomon, é-pâd tri bloaz : râg hî a gerzaz é-pâd tri bloaz hép-kén é hen̄chou David ha Salomon.

18. Roboam a géméraz da c’hrég Mahalat, merc’h Jérimot, mâb David : hag ivé Abihail, merc’h Éliab, mâb Isai,

19. Péhini a c’hanaz d’ézhan̄ da vipien, Jéhus, ha Somoria, ha Zoom.

20. Goudé hou-man̄ é kéméraz Maac’ha, merc’h Absalom, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Abia, hag Étai, ha Ziza, ha Salomit.

21. Hôgen Roboam a garaz Maac’ha, merc’h Absalom, dreist hé holl c’hragez hag hé zerc’hed : râg hén̄ en dôé triouec’h grég, ha tri-ugen̄t serc’h ; hag hén̄ a oé tâd da eiz mâb war-n-ugent ha da dri-ugen̄t merc’h.

22. Hôgen lakaad a réaz Abias, mâb Maac’ha, da benn ha da réner war hé holl vreûdeûr, ô véza m’en dôa c’hoan̄t d’hé lakaad da roué,

23. Dré ma oa ar fura, hag ar galloudusa étré hé holl vipien, hag é holl harzou Juda ha Ben̄jamin, hag enn holl geriou muriet ; hag hén̄ a rôaz d’ézho kalz a voéd, hag a c’houlennaz kalz a c’hragez évit-hô.

XII. PENNAD.


Roboam a zilez ann Aotrou. Trec’het eo er brézel gan̄t roué ann Éjipt.


1. Pa oé krévéet ha startéet rouan̄télez Roboam, é tilézaz lézen ann Aotrou, hag Israel holl gan̄t-han̄.

2. Hôgen er pempved bloaz eûz a rén Roboam, é piñaz Sésak, roué ann Éjipt, a-énep Jéruzalem (ô véza m’hô dôa péc’het a-énep ann Aotrou),

3. Ha gan̄t-han̄ daouzék kan̄t karr, ha tri-ugen̄t mil marc’hek : ha diniver eo ar bobl a zeûaz gan̄t-han̄ eûz ann Éjipt, da lavaroud eo, al Libied, ann Troglodited, hag ann Etiopied.

4. Hag hén̄ a géméraz ar c’heriou ar ré greva é Juda, hag a zeûaz bété Jéruzalem.

5. Neûzé ar profed Séméias a zeûaz da gavout Roboam ha prin̄sed Juda, pére a oa en em dennet é Jéruzalem, ô tec’hi dirak Sésak, hag a lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Va dilézet hoc’h eûz, ha mé em eûz hô tilézet étré daouarn Sésak.

6. Neûzé prin̄sed Israel hag ar roué man̄tret-brâz, a lavaraz : Gwirion eo ann Aotrou.

7. Ha pa wélaz ann Aotrou pénaoz é oan̄t izeléet, é teûaz gér ann Aotrou da Zéméias, ô lavarout : Pa in̄t en em izéléet, n’hô dispenninn két, hag é rôinn d’ézhô eur c’hen-ners-bennâg, ha va frouden na gouézô két war Jéruzalem dré zourn Sésak.

8. Koulskoudé é vézin̄t dindân he c’halloud, évit ma wézin̄t pégen dishén̄vel eo va zervich diouc’h servich rouéed ann douar.

9. Sésak, roué ann Éjipt, en em dennaz éta eûz a zirâk Jéruzalem, goudé m’en dôé skrapet ten̄zoriou tî ann Aotrou, ha ten̄zoriou tî ar roué ; hô c’hâs a réaz holl gan̄t-han̄, hag ivé ann tirennou aour en dôa gréat Salomon.

10. Hag ar roué a réaz enn hô léac’h tirennou arem, hag hô rôaz da brin̄sed ann dirennerien, péré a ziwalle dôr tî ar roué.

11. Ha p’az éa ar roue da dî ann Aotrou, é teûé ann dirennerien d’hô c’herc’hout, hag é tougen̄t anézhô goudé da dî ann armou.

12. O véza éta ma oan̄t en em izéléet, buanégez ann Aotrou en em dennaz diwar-n-ézhô, ha na oen̄t két dispennet enn-holl-d’ann-boll : é Juda ivé é oé kavet ôbériou mâd.

13. Ével-sé ar roué Roboam en em grévaaz é Jéruzalem, hag é rénaz. Eur bloaz ha daou-ugen̄t en dôa pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz seiték vloaz é Jéruzalem, kéar en dôa dilennet ann Aotrou é-touez holl vreûriézou Israel, évit starda hé hanô énô. Hé vamm a oa hanvet Naama, ann Ammonitez.

14. Hôgen hén̄ a réaz ann droug, ha na aozaz két hé galoun evit klaskout ann Aotrou.

15. Hôgen ôberiou Roboam, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levriou Séméias, ar profed, hag Addo, ar gwéler, ha displéget gan̄t préder. Ha Roboam ha Jéroboam a vrézélékaaz ann eil a-énep égilé keit ha ma vévchon̄t.

16. Ha Roboam a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é kéar David. Hag Abia, he vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————


XIII. PENNAD.


Marô Jéroboam.


1. Enn triouec’hved bloaz eûz a rén Jéroboam, é rénaz Abia war Juda.

2. Tri bloaz é rénaz é Jéruzalem, hag hé vamm a oa hanvet Michaia, merc’h Uriel, eûz a C’habaa ; ha brézel a oa étré Abia ha Jéroboam.

3. P’az éaz Abia d’ar brézel, en dôa tûd kalounek-brâz pévar c’han̄t mil dén dilennet. Jéroboam a aozaz ivé hé armé enn hé énep, eiz kan̄t mil den, tûd dilennet, ha kalounek-brâz.

4. Hôgen Abia a iéaz war vénez Sémérou, a oa enn Éfraim, hag a lavaraz : Selaou, Jéroboam, hag holl Israel ivé.

5. Ha na ouzoc’h-hu két bréma pénaoz ann Aotrou, Doué Israel, en deûz rôet da-vikenn da Zavid ha d’ho vipien ar rouélez war Israel, gan̄d eur gévrédigez a c’hoalen ?

6. Pénaoz Jéroboam, mâb Nabat, servicher Salomon, mâb David, a zô savet ha dispac’het a-eneb hé Aotrou.

7. Ha penaoz eo en em zastumet war hé drô tûd dister, mipien Bélial, péré a zô bét tréac’h da Roboam, mâb Salomon, ô véza ma oa Roboam eunn dén diskian̄t ha digaloun, ha na hellé két énébi out-hô.

8. Ha c’houi a lavar bréma pénaoz é hellit énébi out rouan̄télez ann Aotrou, a zô d’ézhan̄ dré vipien David, ha pénaoz hoc’h eûz eunn niver brâz a bobl, ha leûéou aour en deûz great Jéroboam d’é-hoc’h da zouéed.

9. Ha c’houi hoc’h eûz kaset-kuît béleien ann Aotrou, mipien Aaron, hag al Lévited, hag hoc’h eûz gréat béleien évid-hoc’h ével ma râ ar boblou all eûz ann douar : piou-bennâg a zeû hag a zakr hé zourn ô laza eunn târô iaouan̄k ha seiz tourz, a zo lékéat da vélek d’ar ré n’in̄t két douéed.

10. Hôgen hon Aotrou a zô Doué, ha n’hon eûz két hé zilézet ; ar véleien a zervich anézhan̄ a zô mipien da Aaron, hag al Levited a zô enn hô reiz.

11. Kenniga a reeur bemdez d’ann Aotrou sakrifisou-losk diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez, ha louzou-c’houés-vâd gréat hervez al lézen : lakaad a réeur ivé ar baraou war eunn daol glân-meûrbed ; bez’ hon eûz ar c’han̄toler aour hag hé gleûzeûriou, évid hô lakaad da skleraat da bép pardaez ; râk nî a vir lézennou ann Aotrou, hon Doué, hoc’h eûz dilezet.

12. Doué éta eo ar penn eûz hon armé, hag hé véleien eo a zôn ar c’horn-boud, hag hé zôn enn hoc’h énep. Bugalé Israel, na stourmit két a-énep ann Aotrou, Doué hô tadou, rak na vé két mâd d’é-hoc’h.

13. Pa gomzé ével-se, Jéroboam a aozé spiou d’ézhan̄ war hé lerc’h ; hag ô véza en em lékéat râg-énep d’hé énébourien, é réa ann drô da Juda gan̄d hé armé, hép ma wié hé-man̄.

14. Ha Juda a zellaz war he lerc’h, hag a wélaz pénaoz édô ar stourm enn hé raok ha war hé lerc’h ; hag hén̄ a c’harmaz oud ann Aotrou ; hag ar véleien a zéraouaz séni gan̄d ar c’hornou-boud.

15. Hag holl dûd Juda a c’harmaz-kaer, ha pa c’harmen̄t, ann Aotrou a lékéaz ar spoun̄t é Jéroboam, hag é holl Israel a oa râg-énep da Abia ha da Juda.

16. Ha bugalé Israel a déc’haz diouc’h Juda, ha Doué hô lékéaz étré hô daouarn.

17. Abia éta hag hé bobl a dréc’haz anézhô gan̄d eul lazérez brâz : ha pemp kan̄t mil dén eûz a Israel a oe lazet pé glazet, eûz ar ré galounéka.

18. Ha bugalé Israel a oé izéléet enn darvoud-zé ; ha bugalé Juda a oé ken-nerzet-brâz, ô véza m’hô doa lékéat hô fisian̄s enn Aotrou, Doué hô zadou.

19. Hôgen Abia a iéaz war-lerc’h Jéroboam a déc’hé, hag a géméraz eûz he geriou, Bétel hag hé faboursiou, Jésana hag hé faboursiou, hag Éfron hag hé faboursiou.

20. Ha Jéroboam na hellaz mui énébi oud Abia keit ha ma vévaz hé-man̄ : hag ann Aotrou a skôaz gan̄t-han̄, hag é varvaz.

21. Hôgen Abia ô véza startéet hé rouan̄télez, a géméraz pévarzék grég ; hag hén̄ a en̄géhen̄taz daou vâb war-n-ugen̄t, ha c’houézék merc’h.

22. Geriou all Abia, hé vuézégez hag hé ôberiou, a zô skrivet gan̄t aket é levr Addo, ar profed.


————


XIV. PENNAD.


Asa a ziskar aoteriou ann douéed a-ziavéaz.


1. Hôgen Abia a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é kéar David ; hag Asa, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h. Enn hé zeisiou ar vrô a choumaz é péoc’h a-héd dék vloaz.

2. Asa a réaz ar péz a oa mâd hag hétuz dirâg ann Aotrou, hé Zoué, hag hén̄ a ziskaraz aoteriou ann douéed a ziaveaz, hag ivé al lec’hiou uc’hel.

3. Ar skeûdennou a dorraz hag ar c’hoajou-sakr a ziskaraz.

4. Gourc’hémenni a réaz da Juda klaskout ann Aotrou, Doué hô zadou, ha miroud al lézen hag ann holl gémennou.

5. Tenna a réaz ivé eûz a holl geriou Juda ann aoteriou, hag ann templou ; hag hén̄ a rénaz é péoc’h.

6. Sével a réaz ivé keriou kré é Juda, ô véza ma oa ar péoc’h gan̄t-han̄, na oa savet enn amzer-zé brézel é-béd enn hé énep, ha m’en dôa ann Aotrou rôet ar péoc’h d’ézhan̄.

7. Râk-sé é lavaraz da Juda : Savomp ar c’heriou-man̄, ha gréomp muriou trô-war-drô, ha krévaomp-hi gan̄t touriou, ha persier, ha potaḻou, en̄dra ma émomp divrézel dré holl, ô véza ma hon eûz klasket ann Aotrou, Doué hon tadou, ha ma en deûz rôet ar péoc’h d’é-omp trô-war-drô. En em lakaad a réjon̄d éta da zével keriou, ha nétrâ na zeûaz da énébi out-hô.

8. Hôgen Asa en dôa enn hé armé tri c’han̄t mil dén eûz a Juda péré a zougé tirennou ha gwafiou, ha pévarzék-ugen̄t mil dén eûz a Ven̄jamin péré a zougé tirennou ha saésiou, holl tûd kalounek-brâz.

9. Hôgen Zara, ann Étiopiad, a zeûaz er-méaz enn hô énep gan̄d eunn armé eûz a vil-vil dén, ha tri c’han̄t karr : hag hén̄ a zeûaz bété Marésa.

10. Neûzé Asa a ziarbennaz anézhan̄, hag a reizaz he armé évid ar stourm é traon̄ien Séfata, a zô tôst da Varésa.

11. Hag hén̄ a bédaz ann Aotrou Doué, hag a lavaraz : Aotrou, n’eûz kemm é-béd dira-z-od évid ken-nerza eunn niver brâz pé eunn niver bihan ; ken-nerz éta ac’hanomp, Aotrou, hon Doué : râg ô véza ma ema hor fisian̄s enn-od hag enn da hanô, eo omp deûet a-éneb al lôd-brâz a dûd-man̄. Aotrou, hon Doué oud ; na vézet két tréac’h ann dén d’id.

12. Ann Aotrou a spoun̄taz éta ann Étiopied dirâg Asa ha Juda ; hag ann Étiopied a déc’haz.

13. Hag Asa, hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ a iéaz war hô lerc’h bété Gérara : hag ann Étiopied a oé dispennet béteg ann divéza, ô véza ma oen̄t skôet gan̄d ann Aotrou, en̄dra ma stourmé hé armé. Hag hî a géméraz eur preiz brâz,

14. Hag a wastaz ann holl geriou war-drô da C’hérara ; râg eur spoun̄t brâz a oa kroget enn holl ; hag hî a wastaz ar c’heriou, hag a zigasaz gan̄t-hô eur preiz brâz.

15. Kalz kreier a zisman̄tchon̄t ivé, hag é tigaschon̄t gan̄t-hô eul lôd brâz a zén̄ved hag a gan̄valed ; hag hî a zistrôaz da Jéruzalem.


————


XV. PENNAD.


Diouganou Azarias.


1. Hôgen Azazias, mâd Oded, ô veza deûet spéred Doué enn-han̄,

2. A zeûaz da ziambrouga Asa, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaouit ac’hanoun, Asa, hag holl Juda ha Ben̄jamin. Éma ann Aotrou gan-é-hoc’h, ô véza ma oc’h bét gan̄t-han̄. Mar klaskit anézhan̄, her c’héfot ; hôgen mar tilézit anézhan̄, é tilézô ac’hanoc’h.

3. Hôgen kalz a zeisiou a dréménô enn Israel héb ar gwir Zoué, hag héb bélek évid deski, hag hép lézen.

4. Hôgen pa zistrôin̄t, enn hô an̄ken, oud ann Aotrou, Doué Israel, ha pa hé glaskin̄t, é kafin̄t anézhan̄.

5. Enn amzer-zé na vézô két a béoc’h da néb a iélô ébarz, na da néb a iélô er-méaz ; hôgen spoun̄t a vézô a bép tû é-touez ar ré a choumô er brôiou-man̄.

6. Râg eur vrôad a stourmô oud eur vrôad, hag eur géar oud eur géar, ô véza m’hô reûstlô ann Aotrou gan̄d péb an̄ken.

7. Kalounékait éta c’houi, ha na fallaet két hô taouarn : râg gôbr a vézô d’hoc’h ôberiou.

8. Pa glevaz Asa ar geriou-zé, ha diouganou ar profed Azarias, mâb Oded, en em grévaaz, hag é tennaz ann idolou eûz a holl zouar Juda ha Ben̄jamin, hag eûz a geriou ménez Éfraim en dôa kéméret ; hag hén̄ a wéstlaz adarré aoter ann Aotrou a oa dirâk palier tî ann Aotrou.

9. Hag hén̄ a zastumaz holl Juda ha Ben̄jamin, ha gan̄t-hô ann diavésidi eûz a Éfraim, eûz a Vanasé, hag eûz a Ziméon : râk kalz eûz a Israel a oa deûet d’hé gavout, pa wélchon̄t pénaoz édô ann Aotrou, hé Zoué, gan̄t-han̄.

10. Ha pa oen̄t deûet da Jéruzalem enn trédé mîz, er pemzékved bloaz eûz a rén Asa,

11. É lazchon̄t d’ann Aotrou enn deiz-zé, eûz ann diwisk hag eur ar preiz hô dôa digaset, seiz kan̄t éjenn, ha seiz mil tourz.

12. Hag ar roué a iéaz ébarz évit startaat ar gévrédigez, évit ma klaskchon̄t ann Aotrou, Doué hô zadou, eûz hô holl galoun, hag eûz hô holl éné.

13. Ha piou-bennâg, émé-z-han̄, na glaskô két ann Aotrou, Doué Israel, a varvô, adaleg ann distéra bétég ar brasa, adaleg ar goaz bétég ar vaouez.

14. Hag hi a réaz lé d’ann Aotrou gan̄d eur vouéz gré, ha gan̄t lévénez, gan̄t soun ar c’horniou hag ann drompiḻou.

15. Ar ré holl a oé é Juda a réaz kémen̄t-sé gan̄d argarzidigez ; râg hî a douaz a greiz kaloun, hag a glaskaz ann Aotrou a ioul vâd, hag a gavaz anézhan̄ : hag ann Aotrou a rôaz d’ézhô ann éhan trô-war-drô.

16. Asa a dennaz ivé ar galloud a rouanez digan̄t Maac’ha, hé vamm, ô véza m’é dôa-hî savet, enn eur c’hoat-sakr, eunn idol da Briap, péhini a dorraz, a vruzunaz, hag a zévaz é froud Sédron.

17. Choum a réaz c’hoaz lec’hiou uc’hel enn Israel ; hôgen kaloun Asa a oé klôk é-pâd hé holl zeisiou.

18. Kâs a réaz da dî ann Aotrou kémen̄d a oa bét gwéstlet gan̄d hé dâd ha gan̄t-han̄, arc’han̄t, hag aour, ha kalz listri.

19. Ha na oé két a vrézel béteg ar pempved bloaz ha trégon̄t eûz a rén Asa.


————


XVI. PENNAD.


Klén̄ved ha marô Asa.


1. Hôgen er c’houec’hved bloaz ha trégon̄t eûz a rén Asa, Baasa, roué Israel, a biñaz é Juda, hag a zavaz eur vur trô-war-drô da Rama, évit na helché hini eûz a rouan̄télez Asa mon̄d er-méaz nag ébarz.

2. Neûzé Asa a géméraz ann arc’han̄t hag ann aour a oa é ten̄zoriou tî ann Aotrou, hag é ten̄zoriou ar roué, hag hô c’hasaz da Venadad roué Siria, péhini a choumé é Damas, ô lavarout :

3. Kévrédigez a zô étré mé ha té, ével ma éz eûz bét unvaniez étré va zâd ha da hini ; râk-sé em eûz kaset arc’han̄t hag aour d’id, évit ma torri ar gévredigez a zô étré té ha Baasa, roué Israel, ha ma likii anézhan̄ da bellaad diouz-in.

4. Pa glevaz kémen̄t-sé, Benadad a gasaz prin̄sed hé arméou a-énep keriou Israel ; hag hî a géméraz Abiou ha Dan, hag Abelmaim, hag ann holl geriou muriet eûz a Neftali.

5. Ha pa glevaz Baasa kémen̄t-sé, éc’h éhanaz sével Rama, hag é tîbaouézaz hé labour.

6. Neûzé ar roué Asa a géméraz holl dûd Juda, péré a zigasaz eûz a Rama ar vein hag ar c’hoat a oa bét aozet gan̄t Baasa évit sével kéar ; hag hén̄ a zavaz gan̄t-hô Gabaa ha Masfa.

7. Enn amzer-zé é teûaz Hanani, ar profed, da gavout Asa, roué Juda, hag a lavaraz d’ézhan̄ : O véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s é roué Siria, ha n’éc’h eûz két hé lékéat enn Aotrou, da Zoue, râk-sé armé roué Siria a zô tec’het diouc’h da zourn.

8. Ann Étiopied hag al Libied, ha né oa két kals muioc’h anézhô, gan̄d hô c’hirri, hô marc’heien, hag al lôd brâz a dûd ? Koulskoudé ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn Aotrou, en deûs-hén̄ hô lékéat étré da zaouarn.

9. Râk daoulagad ann Aotrou a zell oud ann douar holl ; hag hén a rô ners d’ar ré a gréd enn-han̄ a wîr galoun. Enn eunn doaré diskian̄t oud éta en em rénet ; ha dré-ze é savô a vréma brézeliou enn da énep.

10. Hôgen Asa ô véza savet droug enn-han̄ a-énep ar gwéler, a c’hourc’hémennaz hé lakaad er vâc’h, râk kémen̄t-sé en dôa hé héget kaer ; hag hén̄ a lazaz kalz eûz ar bobl enn amzer-zé.

11. Hôgen ôberiou Asa, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levr rouéed Juda hag Israel.

12. Hôgen Asa a gouézaz klan̄v enn naved bloaz ha trégon̄t eûz he ren, gan̄d eunn drouk brâz enn hé dreid ; ha na glaskaz két ann Aotrou enn hé boan ; hôgen é fisiaz muioc’h é gwiziégez al louzaouerien.

13. Hag hen̄ a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag a varvaz er c’hen̄ta bloaz ha daou-ugen̄t eûz hé rén.

14. Hag hî a vésiaz anézhan̄ er béz en dôa toullet évit-han̄ é kéar David ; hag hi a lékéaz anézhan̄ war hé wélé leûn a louzou-c’houes-vâd, hag a dretou serc’hed, aozet gan̄d ijin ann dramourien ; hag hî hô dévaz war-n-ézhan̄ gan̄t lid brâz.


————


XVII. PENNAD.


Doujan̄s Josafat é-kén̄ver Doué.


1. Hôgen Josafat, hé vâb, a renaz enn hé léac’h, hag hen̄ a oé tréac’h da Israel.

2. Soudarded a lékéaz é gward enn holl geriou Juda a oa serret gan̄t muriou : lakaad a réaz ivé gwarded é douar Juda, hag é kériou Éfraim a oa bét kéméret gan̄t Asa, hé dâd,

3. Ann Aotrou a oé gan̄t Josafat, ô véza ma kerzaz é hen̄chou ken̄ta David, hé dâd, ha na lékéaz két he fisian̄s é Baalim,

4. Hôgen é Doué hé dâd ; hag hén̄ a gérzaz bépréd enn hé gélennou, ha ne heûliaz két direizou Israel.

5. Râk-sé ann Aotrou a startaaz ar rouantélez enn hé zourn, ha Juda holl a zigasaz rôou da Josafat ; ével se é teûaz d’ézhan̄ kalz a vadou hag eur c’hloar vrâz.

6. Hag ével ma oa hé galoun leûn a ners é hen̄chou ann Aotrou, é tiskaraz ivé al lec’hiou uc’hel hag ar c’hoajou-sakr a oa é Juda.

7. Enn trédé bloaz eûz hé rén é kasaz eûz he brin̄sed, Benhail, hag Obdias, ha Zac’harias, ha Natanael, ha Mic’héas, évid deski ar bobl é keriou Juda :

8. Ha gan̄t-hô Lévited, Sémeias, ha Natanias, ha Zabadias, hag Asael, ha Sémiramot, ha Jonatan, hag Adonias, ha Tobias, ha Tobadonias, al Lévited, ha gan̄t-hô Élisama, ha Joram, ar véleien :

9. Hag hî a zeské pobl Juda, ô tougen gan̄t-hô levr lézen ann Aotrou ; mon̄d a réan̄t é keriou Juda trô-war-drô, hag é tesken̄t ar bobl.

10. Râk-sé spoun̄t ann Aotrou a gouezaz war ann holl rouan̄télésiou a oa war-drô da Juda, ha na gréden̄t két bréeélékaat out Josafat.

11. Ar Filistined hô-unan a gasé rôou da Josafat, hag a baée d’ézhan̄ gwiriou arc’han̄t. Ann Arabied a zigasé ivé chatal, seiz mil seiz kan̄t tourz, ha kemen̄d all a vouc’hed.

12. Josafat éta a zeûaz da véza kré, hag a zeûaz uc’hel-brâz ; sével a réaz é Juda tiez é doaré touriou, ha keriou muriet.

13. Kalz labouriou a réaz é keriou Juda : tûd-a-vrézel ha tûd kré a oa é Jéruzalem ;

14. Ha chétu aman̄ ann niver anézhô, hervez ann tiez hag ann tiadou anézhô : é Juda prin̄sed ann armé, Eduas ann dûg, ha gan̄t-han̄ tri c’han̄t mil dén eûz ar ré galounéka.

15. Goudé hé-man̄ Johanan, ar prin̄s, ha gan̄t-han̄ daou chan̄t mil ha pévar-ugen̄t mil.

16. Goudé hé-man̄, Amasias, mâb Zec’hri, gwéstlet d’ann Aotrou, ha gan̄t-han̄ daou c’han̄t mil dén kré-brâz.

17. War-lerc’h hé-man̄ é teûé Éliada, kalounek er stourmou, ha gan̄t-han̄ daou c’han̄t mil péré a zougé gwarégou ha tirennou.

18. Goudé heman̄ Jozabad, ha gan̄t-han̄ kan̄t mil ha pévar-ugen̄t mil dén daré d’ar stourm.

19. Ar ré-man̄ holl a oa dindân dourn ar roué, hép nivéri ar ré all en dôa lékéat er c’heriou muriet, dré Juda holl.


————


XVIII. PENNAD.


Kévrédigez Josafat gan̄d Ac’hab, roué Israel.


1. Josafat a oé éta pinvidik ha brudet-brâz ; hag hén̄ en em unanaz gan̄d Ac’hab dré nésan̄ded.

2. A-benn eur bloavez-bennâg é tiskennaz étrézég enn-han̄ é Samari ; ha pa zeûaz, Ac’hab a lazaz dén̄ved hag éjenned eunn niver brâz, enn abek d’ézhan̄ ha d’ann dûd a oa deûet gan̄t-han̄ ; hag hén̄ a aliaz Josafat da biña gan̄t-han̄ da Ramot-Galaad.

3. Hag Ac’hab, roué Israel, a lavaraz da Josafat, roué Juda : Deûz gan-én̄ da Ramot-Galaad. Ha Josafat a lavaraz d’ézhan̄ : A-unan ounn gan-éz : ével da bobl eo va fobl : gan-éz éz aimp d’ar brézel.

4. Ha Josafat a lavaraz ivé da roué Israel : Goulenn kuzul hiriô, mé az péd, digan̄t gér ann Aotrou.

5. Roué Israel a strollaz éta pévar c’han̄t profed, hag a lavaraz d’ezhô : Ha ni a dlé mon̄t da Ramot-Galaad évit brézélékaat, pé na dléomp-ni két ? Hag hî a lavaraz : Piñ, ha Doué hé lakai étré daouarn ar roué.

6. Ha Josafat a lavaraz : Ha n’eûz két aman̄ ivé eur profed d’ann Aotrou, évit ma c’houlennimp kuzul digan̄t-han̄?

7. Ha roué Israel a lavaraz da Josafat : Eunn dén a zô digan̄t péhini é hellomp goulenni ioul ann Aotrou ; hôgen kâs em eûz out-han̄, ô véza na ziougan mâd é-béd d’in, hôgen drouk bépréd : Mic’héas eo, mâb Jemla. Ha Josafat a lavaraz : O roué, na gomz két ével-sé.

8. Ha roué Israel a c’halvaz unan eûz hé spazéien, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Galv râk-tâl Mic’héas, mâb Jemla.

9. Hôgen roué Israel, ha Josafat, roué Juda, a oa azézet pép-hini war hé drôn, ha gwisket enn hô diḻad roué ; azezet é oan̄t el leûr a zô war-harz porz Samari ; hag ar broféded holl a ziougané dira-z-hô.

10. Neûzé Sédésias, mâb Kanaana, a réaz évit-han̄ kerniel houarn, hag a lavaraz : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Gan̄d ar ré-man̄ é skôi war ar Siria, kén n’az pézô hé brévet.

11. Hag ann holl broféded a ziougané, ô lavarout : Piñ da Ramot-Galaad, hag é vézi tréac’h, hag ann Aotrou hé lakai étré daouarn ar roué.

12. Hôgen ar c’hannad a oa éat da c’hervel Mic’héas, a lavaraz d ézhan̄ : Chétu geriou ann holl broféded a ziougan traou mâd d’ar roué ; mé az péd éta na vézô két dishén̄vel da lavar dioud hô hini, ha ma tiougani traou mâd.

13. Ha Mic’héas a lavaraz d’ézhan̄ : Ével ma eo béô ann Aotrou, é livirinn kémen̄d a lavarô va Doué d’in.

14. Don̄d a réaz éta da gavout ar roué ; hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Mic’héas, ha nî a dlé mon̄d da Ramot-Galaad évit brézélékaat, pé na dléomp két ? Hag hén̄ a lavaraz d’ar roué : Piñit ; don̄d a réot a-benn eûz a bép-trâ, hag ann énébourien a vézô lékéat étré hô taouarn.

15. Hag ar roué a lavaraz : c’hoaz ha c’hoaz ez pédann, na liviri d’in néméd ar péz a zô gwir, é hanô ann Aotrou.

16. Ha Mic’héas a lavaraz : Gwélet em eûz Israel holl skiñet dré ar ménésiou, ével dén̄ved hép méser ; hag ann Aotrou en deûz lavaret : Ar ré-zé n’hô deûz két a vestr ; distrôet pép-hini é péoc’h d’hé di.

17. Ha roué Israel a lavaraz da Josafat : Ha n’em eûz-mé két lavaret d’id pénaoz ann dén-zé na ziougan morsé nétrâ a vâd d’in, hôgen pép droug ?

18. Ha Mic’héas a lavaraz c’hoaz : Sélaouid éta gér ann Aotrou : Gwélet em eûz ann Aotrou azézet war hé drôn, hag holl armé ann én̄v enn hé zâ war hé drô a zéou hag a gleiz.

19. Hag ann Aotrou a lavaraz : Piou a douellô Ac’hab, roué Israel, évit ma piñô da Ramot-Galaad, ha ma kouézô énô ? Hag ével ma lavaré unan enn eunn doaré, hag eunn all enn eunn doaré all ;

20. Ar spéred drouk a iéaz hag a zavaz dirâg ann Aotrou, hag a lavaraz : Mé hé douellô. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz é touelli anézhan̄ ?

21. Hag hén̄ a lavaraz : Mon̄d a rinn, hag é vézinn eur spéred gaouiad é génou hé holl broféded. Hag ann Aotrou a lavaraz : Hé douella a rî, hag é trec’hi anézhan̄. Kéa-kuît, ha grâ ével-sé.

22. Bréma éta chétu en deûz ann Aotrou lékéat eur spéred a c’hévier é génou da holl broféded, hag ann Aotrou en deûz lavaret drouk diwar da benn.

23. Hôgen Sédésias, mâb Kanaana, a dôstaaz, a skôaz war javed Mic’héas, hag a lavaraz : Dré bé hen̄t ef-hén̄ éat spéred ann Aotrou diouz-in, évit komza ouz-id ?

24. Ha Mic’héas a lavaraz : Té da-unan her gwélô, enn deiz é péhini é tréméni eûz ann eil gampr d’ébén évid en em guza.

23. Hôgen roué Israel a c’hourc’hémennaz, ô lavarout : Kémérit Mic’héas, ha kasit-hén̄ da Amon, prin̄s kéar, ha da Joas, mâb Amélec’h ;

26. Ha livirit : Ével-henn é lavar ar roué : Kasid hé-man̄ d’ar vâc’h, ha rôit d’ézhan̄ eunn nébeût bara, hag eunn nébeûd dour, kén na zistrôinn é péoc’h.

27. Ha Mic’héas a lavaraz : Mar tistrôez é péoc’h, n’en deûz két ann Aotrou komzet enn-oun. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Sélaouit, holl boblou.

28. Roué Israel ha Josafat, roué Juda, a biñaz éta da Ramot-Galaad.

29. Ha roué Israel a lavaraz da Josafat : Mé a névézô va diḻad, hag éz inn ével-sé d’ar brézel ; hôgen té, gwisk da ziḻad. Roué Israel ô véza éta névézet hé ziḻad, a iéaz d’ar brézel.

30. Hôgen roué Siria en dôa gourc’hémennet da brin̄sed hé varc’heien, ô lavarout : Na stourmit nag out bihan, nag out brâz, hôgen hép-kén out roué Israel.

31. Pa wélas éta prin̄sed ar varc’heien Josafat, é léverchon̄t : Roué Israel eo hen-nez. Hag hî en em lékéaz war hé drô enn eur stourmi : hôgen hén̄ a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a gennerzaz anézhan̄, hag hô fellaaz diout-han̄.

32. Râk pa wélaz prin̄sed ar varc’heien pénaoz né oa két hén̄ roué Israel, é tilézchon̄t anézhan̄.

33. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz unan eûz ar bobl a dennaz eur zaez diouc’h ann darvoud, hag a skôaz roué Israel étré ar gouzoug hag ann diskoaz. Hag hén̄ a lavaraz d’he gar-réner : Trô da zourn, ha tenn ac’hanoun eûz ann emgann, râg gouliet ounn.

34. Hôgen ann emgann a badaz héd ann deiz-zé. Koulskoudé roué Israel a choumaz enn hé garr trôet oud ar Siried bétég ar pardaez ; hag hén̄ a varvaz é-trô ar c’hûs-héol.


————


XIX. PENNAD.


Tamallet eo Josafat ô véza m’en dôa ken-nerzet Ac’hab.


1. Hôgen Josafat, roué Juda, a zistrôaz é péoc’h d’hé dî é Jéruzalem.

2. Ha Jéhu, ar gwéler, mâb Hanani, a iéaz war hé arbenn (T), hag a lavaraz d’ézhan̄ : Da eur fallagr é rôez ken-nerz, hag en em unani a réz gan̄d ar ré hô deûz kas oc’h ann Aotrou. Râk-sé ez pôa dellézet buanégez ann Aotrou.

3. Hôgen ôberiou mâd a zô en em gavet enn-od, ô véza ma éc’h eûz diskaret ar c’hoajou-sakr a oa é brô Juda, ha ma éc’h eûz aozet da galoun évit klaskout ann Aotrou, Doué da dadou.

4. Josafat a choumaz éta é Jéruzalem ; hag hén̄ a iéaz adarré étrézég hé bobl adalek Bersabéa bété ménez Éfraim ; hag é c’halvaz anézhô eunn eil wéach étrézég ann Aotrou, Doué hô zadou.

5. Lakaad a réaz ivé barnerien enn holl geriou kré eûz a Juda, ha dré holl.

6. Hag ô c’hourc’hémenni d’ar varnerien, é lavaraz d’ézhô : Gwélit pétrâ a réot ; râk né két barn ann dén, hôgen barn ann Aotrou a zévénit ; ha kémen̄d hô pézô barnet, a gouézô war-n-hoc’h.

7. Bézet doujan̄s ann Aotrou gan-é-hoc’h, ha grit pép trâ gan̄t préder ; râk n’eûz két a fallagriez enn Aotrou, na kemm é-béd évid dén, na c’hoan̄t gôbr.

8. Josafat a lékéaz ivé é Jéruzalem Lévited, ha béleien, ha prin̄sed tiadou Israel, évit ma varnchen̄t ar ré a choumé enn-hi, hervez lézen ann Aotrou ha lézen ann dûd.

9. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Ével-henn é réot é doujan̄s ann Aotrou gan̄t léalded ha gan̄d eur galoun c’houék.

10. Pa zeûi dira-z-hoc’h eunn diviz-bennâg eûz hô preûdeûr péré a choum enn hô c’heriou, pé diwar-benn ann tiadou, pé diwar-benn al lézen, pé ar c’hourc’hémennou pé al lidou, pé ar c’hélennou ; kélennit anézhô, évit na béc’hin̄t két a-éneb ann Aotrou, ha na zeûi két hé vuanégez war-n-hoc’h ha war hô preûdeûr ; oc’h ôber ével-sé na béc’hot két.

11. Amarias, hô pélek-brâz, a vézô da benn d’é-hoc’h é kémen̄d a zell oud Doué ; ha Zabadias, mâb Ismahel, a zô é penn tî Juda, é kémen̄d a zell out servich ar roué. Béz’ hoc’h eûz ivé enn hô touez al Lévited da Vistri ; en em grévait, ha grît kémen̄t-sé gan̄t préder, hag ann Aotrou a vézô gan-é-hoc’h évid hô mâd.


————


XX. PENNAD.


Kalz énébourien a zâv a-énep Josafat. Tréac’h eo d’ézhô.


1. Goudé-zé mipien Moab, ha mipien Ammon en em strollaz, ha gan̄t-hô ar ré a oa kévret gan̄d ann Ammonited, a-énep Josafat, évit stourmi out-han̄.

2. Kannaded a zeûaz, hag a zanévellaz kémen̄t-sé da Josafat, ô lavarout : Eul lôd brâz a dûd a zeû enn da énep, eûz al lec’hiou a zô enn tû all d’ar môr, hag eûz ar Siria, ha chétu hô deûz azézet hô c’hamp é Asasonthamar, a zô Engaddi.

3. Hôgen Josafat spoun̄tet-brâz en em rôaz holl da bédi ann Aotrou, hag a embannaz eur iun dré holl Juda.

4. Ha Juda en em zastumaz évit pédi ann Aotrou ; hag ann holl a zeûaz er-méaz eûz hô geriou évid hé bédi.

5. Ha pa oé savet Josafat é-kreiz strollad Juda ha Jéruzalem, é tî ann Aotrou dirâg ar porched névez,

6. É lavaraz : Aotrou, Doué hon tadou, té a zô Doué ann én̄v, ha té a zô mestr war (T) holl rouan̄télésiou ar brôadou ; enn da zourn éma ann ners hag ar galloud, ha dén na hell énébi ouz-id.

7. Ha né két té hon Doué péhini éc’h eûz lazet dirâk da bobl Israel ar ré holl a choumé er vrô-man̄, hag éc’h eûz hé rôet da wenn Abrabam, da viñoun, da vikenn.

8. Hag hî a zô choumet enn-hi, hag hî hô deûz savet enn-hi eur san̄tuar d’as hanô, ô lavarout :

9. Mar kouéz war-n-omp ann drougou, klézé ar varn, ar vosen, hag ann naounégez, é savimp dira-z-oud enn tî-man̄, é péhini eo bét pédet da hanô ; ha nî a c’harmô étrézeg enn-od enn hon en̄krézou ha té a glevô ouz-omp, hag a zieûbô ac’hanomp.

10. Chétu éta bréma mipien Ammon ha Moab, hag ar ré a choum war vénez Seir, war zouar péré na fellaz két d’id é trémenché Israel pa zeûen̄t er-méaz eûz ann Éjipt, hôgen ma tistrôfen̄t diout-hô, ha na lazchen̄t két anézhô ;

11. Hag hî a ra ann énep, hag a laka hô foan d’hor c’hâs-kuît eûz ann douar éc’h eûz rôet d’é-omp é kers.

12. O hon Doué-ni, ha na varni két éta ar ré-zé ? Râk n’eûz két a ners a-walc’h enn-omp, évit ma helfemp énébi oud al lôd brâz a dûd-zé a zeû d’en em deûrel war-n-omp. Hôgen pa na ouzomp két pétrâ hon eûz da ôber, n’eûz nétra gwelloc’h évidomp éget (T) teûrel hon daoulagad étrézég enn-od.

13. Hôgen Juda holl a oa enn hé zâ dirâg ann Aotrou, gan̄d hô mipien, hô gragez, hag hô bugaligou.

14. Enô é oa ivé Jahaziel, mâb Zac’harias, mâb Banaias, mâb Jéhiel, mâb Matanias, Lévited eûz a vipien Asaf, war béhini é tiskennaz spéred ann Aotrou é-kreiz ar vagad tûd ;

15. Hag hén̄ a lavaraz : Sélaouit, Juda holl, ha c’houi péré a choum é Jéruzalem, ha té, roué Josafat. Chétu pétrâ a lavar d’é-hoc’h ann Aotrou : N’hô pézet két a aoun, ha na spoun̄tit két râg al lôd brâz a dûd-zé, râk né két hô stourm, hôgen hini Doué.

16. War-c’hoaz é tiskennot enn hô énep ; râg hî a biñô dré ar grec’hien hanvet Sis ; ha c’houi hô c’havô é penn ar froud a zô râg-énep da zistrô Jéruel.

17. Né két c’houi a stourmô, hôgen choumit enn hô sâ gan̄t fisian̄s, hag é wélot ken-nerz ann Aotrou war-n-hoc’h, ô Juda ha Jéruzalem. N’hô pézet két a aoun, ha na spoun̄tit két, war-c’hoaz é kerzot enn hô énep, hag ann Aotrou a vézô gan-é-hoc’h.

18. Neûzé Josafat, ha Juda, hag ar ré holl a choumé é Jéruzalem, en em daolâz wâr hô génou d’ann douar, dirâg ann Aotrou, hag a veûlaz anézhan̄.

19. Hôgen al Lévited, mipien Kaat, ha mipien Koré, a veûlé ann Aotrou, Doué Israel, kenn uc’hel ha ma hellen̄t.

20. Hag ô véza savet diouc’h ar min̄tin̄, é treûzchon̄t distrô Tékué ; ha pa oan̄t enn hen̄t, Josafat ô sével enn hô chreiz, a lavaraz : Sélaouit ac’hanoun, tûd Juda, ha c’houi holl a choum é Jéruzalem ; likit hô fisian̄s enn Aotrou, hô Toué, ha n’hô pézet két a aoun ; krédit ar péz hô deûz lavaret hé broféded, ha pép-trâ a zeûi da vâd d’é-hoc’h.

21. Hag hén̄ ô véza rôet ann ali-ze d’ar bobl, a lékéaz kanerien a van̄dennou, é-raog ann armé ; évit meûli ann Aotrou, ô lavarout enn eur vouéz : Hô pézet fisian̄s enn Aotrou, râk peûr-baduz eo hé drugarez.

22. Ha pa zeûjon̄t da gana ar meûleûdiou, ann Aotrou a drôaz spiou ann énébourien enn hô énep hô-unan (T), da lavaroud eo, out mipien Ammon, ha Moab, hag a-énep ar ré a choumé war vénez Seir péré a oa bét deûet évit stourmi out Juda ; hag hî a oé tréc’het.

23. Râk mipien Ammon ha Moab a zavaz a-énep ar ré a choumé war vénez Seir, hô lazaz hag hô zréc’haz ; ha p’hô dôé peûr-c’hréat kémen̄t-sé, en em drôjon̄t out-hô hô-unan, hag en em lazchon̄t ann eil égilé.

24. Hôgen pa oé deûet Judâ d’al léac’h uc’hel-zé, a zô râg-énép d’ann distrô, é wélchon̄t a bell ar gompézen holl gôlôet a gorfou marô, hép ma oa choumet hini béô.

25. Josafat a zeûaz éta gan̄d hé holl dûd, évit kémérout diwisk ar ré varô ; hag hî a gavaz é-touez ar ré varô kalz arrébeûri, ha diḻad, ha listri talvouduz-brâz a gaschon̄t gan̄t-hô : hôgen na helchon̄t két hô c’hâs holl gan̄t-hô a-héd trî dervez, ker brâz é oé ar preiz.

26. Hôgen er pévaré deiz en em strolchon̄t é traon̄ien ar vennoz : râg ô véza m’hô dôa benniget ann Aotrou énô, é c’halvchon̄t al léac’h-zé traon̄ien ar Vennoz, hag eo galvet béteg-henn.

27. Hag holl dûd Juda, hag ar ré a choumé é Jéruzalem, ha Josafat enn hô raok, a zistrôaz laouen-brâz da Jéruzalem, ô véza m’en dôa ann Aotrou rôet ann tréac’h d’ézhô war hô énébourien.

28. Hag hî a zeûaz é Jéruzalem, hag é tî ann Aotrou, gan̄t télennou, ha tirennou, ha bombardou.

29. Hôgen spoun̄t ann Aotrou a gouezaz war holl rouan̄télésiou ann douar, pa glevchon̄t pénaoz en dôa stourmet ann Aotrou a-énep énébourien Israel.

30. Ével-sé rouan̄télez Josafat a choumaz enn éhan, ha Doué a rôaz d’ézhan̄ ar péoc’h trô-war-drô.

31. Josafat a rénaz eta war Juda, ha pemp ploaz ha trégon̄t en dôa pa teûaz da réni : pemp ploaz war-n-ugen̄t é rénaz é Jéruzalem, hag hé vamm a oa hanvet Azuba, merc’h Sélahi.

32. Hag hén̄ a gerzaz é hen̄t Asa, hé dâd, ha na zistrôaz két diout-han̄ ; hag é réaz ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou.

33. Koulskoudé na ziskaraz két al lec’hiou uc’hel, hag ar bobl n’en dôa két c’hoaz trôet hé galoun oud ann Aotrou, Doué hé dadou.

34. Oberiou all Josafat, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é-mesk lavariou Jéhu, mâb Hanani, en deûz lékéat é levriou rouéed Israel.

35. Goudé-zé Josafat, roué Juda, en em unanaz gan̄d Oc’hozias, roué Israel, péhini a oé eunn dén fallakr-meûrbed.

36. Hag hén̄ en em unanaz gan̄t-han̄ évid ôber listri-vôr da von̄t da Darais ; hag hî a réaz hô listri é Asiongaber.

37. Hôgen Éliézer, mâb Dodaü, eûz a Varésa, a ziouganaz da Josafat, ô lavarout : O véza ma éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄d Oc’hozias, ann Aotrou en deûz skôet gan̄d da ôberiou ; da listri a zô bét brevet, ha n’hô deûz két gellet mon̄d da Darsis.


————


XXI. PENNAD.


Fallagriez Joram.


1. Josafat a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David ; ha Joram, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

2. Hé-man̄ en dôé da vreûdeûr, mipien Josafat, Azarias, ha Jahiel, ha Zac’harias, hag Azarias, ha Mikael, ha Safatias ; holl vipien da Josafat, roué Juda.

3. Hô zâd a rôaz d’ézhô kalz arc’han̄t hag aour, ha gôprou pép bloaz, gan̄t keriou kré é Juda ; hôgen ar rouan̄télez a rôaz da Joram, ô véza ma oa-hén̄ ar c’hen̄ta-ganet.

4. Joram a zavaz éta war rouan̄télez hé dâd ; ha pa oé en em stardet, é lazaz gan̄d ar c’hlézé hé holl vreûdeûr ha lôd eûz a brin̄sed Israel.

5. Daou vloaz ha trégon̄t en dôa Joram pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz eiz vloaz é Jéruzalem.

6. Kerzoud a réaz é hen̄chou rouéed Israel, ével m’en dôa gréat tî Ac’hab : râk merc’h Ac’hab a oa da c’hrég d’ézhan̄, hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou.

7. Hôgen ann Aotrou na fellaz két d’ézhan̄ koll a-grenn tî David, enn abek d’ar gévredigez eo dôa gréat gan̄t-han̄, hag ô véza m’en dôa rôet hé c’hér pénaoz é rôjé d’ézhan eur c’houlaouen, ha d’hé vipien da vikenn.

8. Enn deisiou-zé en em zispac’haz Édom, évit na vijé mui dindân béli Juda ; hag hén̄ a réaz eur roué évit-han̄ hé-unan.

9. Hôgen Joram en em lékéaz enn hen̄t gan̄t prin̄sed hé armé, hag hé holl varc’heien. Sével a réaz a-zoug ann nôz, hag é skôaz gan̄d Édom a oa en em lékéat war hé drô, ha gan̄d holl zuged hé varc’heien.

l0. Édom éta a zispac’haz bétég-henn, évit na vijé mui dindân beli Juda. Enn amzer-zé Lobna en em dennaz ivé eûz a zindân hé zourn, ô véza m’en dôa dilézet ann Aotrou, Doué hô zadou.

11. Ouc’h-penn é lékéaz da zével lec’hiou uc’hel é keriou Juda, hag é lékéaz tûd Jéruzalem da gouéza er c’hadélez ha ré Juda da derri lézen Doué.

12. Hôgen digaset é oé d’ézhan̄ eul lizer digan̄d Élias, ar profed, war béhini é oa skrivet : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué David, da dâd : O véza n’éc’h eûz két kerzet é hen̄chou Josafat, da dâd, hag é hen̄chou Asa, roué Juda ;

13. Hôgen ma éc’h eûz heûliet hen̄t rouéed Israel, ha ma éc’h eûz lékéat tûd Juda ha ré Jéruzalem da gouéza er c’hadélez, oc’h heûlia gadélez tî Ac’hab ; ha ma éc’h eûz ouch-penn lazet da vreûdeûr, mipien da dâd, gwelloc’h égéd-od,

14. Chétu ann Aotrou a skôi gan̄d eur gouli brâz war-n-od, ha war da bobl, ha war da vipien, ha war da c’hragez, ha war da holl drâ.

15. Ha té a vézô klan̄v gan̄d eur c’hlén̄ved droug enn da gôv, kén na zeûi er-méaz bemdez a-nébeûd-é-nébeûd da vouzellou.

16. Ann Aotrou é lékéaz éta da zével a-énep Joram spéred ar Filistined hag ann Arabed, péré a zô war harzou ann Étiopied.

17. Hag hi a biñaz da zouar Juda, hag a wastaz anézhan̄, hag a gasaz gan̄t-hô kémen̄d a gefchon̄t é tî ar roué, hag ivé hé vipien, hag hé c’hragez ; ha na choumaz hini eûz hé vipien, némét Joac’haz, pébini é oa ar iaououan̄ka.

18. Hag ouc’h-penn kémen̄t-sé holl, ann Aotrou a zigasaz d’ézhan̄ enn hé gôv eur c’hlén̄ved né oa két évit béza paréet. (T).

19. Hag ann deisiou hag ann amzeriou ô von̄t ann eil war-lerc’h égilé, é tréménaz daou vloaz ; enn hévélep doaré ma teûaz gan̄d ann amzer hé vouzellou da vreina ha da zon̄d er-méaz. N’az éaz hé glén̄ved diout-han̄ (T) némét gan̄d hé vuez, hag hén̄ a varvaz eûz a eur gwall glén̄ved. Hag ar bobl na réaz két d’ézhan̄ eur c’haon̄ kaer ô tevi louzou, ével ma oa bét gréat d’hé dadou.

20. Daou vloaz ha trégon̄t en dôa Joram pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz eiz vloaz é Jéruzalem ; hôgen na gerzaz két dré ann hen̄t éeun. Bésiet é oé é kéar David ; hôgen na oé két lékéat é béz ar rouéed.


————


XXII. PENNAD.


Oc’hozias, roué Juda, ha Joram, roué Israel, a zô lazet gan̄t Jéhu.


1. Hôgen tûd Jéruzalem a lékéaz Oc’hozias, hé vâb iaouan̄ka, da roué enn hé léac’h ; râg hé vreûdeûr héna a oa bét lazet gan̄t laéroun Arabed a oa en em daolet war ar c’hamp. Ével-sé Oc’hozias, mâb Joram roué Juda, a rénaz.

2. Daou vloaz ha daou-ugen̄t en dôa Oc’hozias, pa zeûaz da réni ; hag eur bloaz é rénaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Atalia, merc’h Amri.

3. Hé-man̄ a heûliaz ivé hen̄chou tî Ac’hab ; râg hé vamm a zougaz anézhan̄ da ôber drouk.

4. Ann droug a réaz éta dirâg ann Aotrou, ével tî Ac’hab ; râg hî eo a aliaz anézhan̄ goudé marô hé dâd, hag a gollaz anézhan̄.

5. Hag hén̄ a gerzaz hervez hô aliou, hag a ieaz d’ar brézel gan̄t Joram, mâb Ac’hab, roué Israel, a énep Hazael, roué Siria, é Ramot-Galaad ; hag ar Siried a c’hlazaz Joram.

6. Hag hén̄ a zistrôaz da Jezrahel évid en em louzaoui, râk kalz gouliou a oa bét gréat d’ézhan̄ enn emgann-zé. Oc’hozias, mâb Joram, roué Juda, a ziskennaz éta évit gwélout Joram, mâb Ac’hab, a oa klan̄v é Jezrahel.

7. Ha dré ioul Doué eo a-éneb Oc’hozias, é teûaz hé-man̄ da gavout Joram, ha, pa oa deûet, m’az éaz gan̄t-han̄ a-énep Jéhu, mâb Namsi, a ioa bét éôliet gan̄t ann Aotrou évit kâs-da-gét tî Ac’hab.

8. Ha pa wasté Jéhu tî Ac’hab, é kavaz prin̄sed Juda, ha mipien breûdeûr Oc’hozias, péré a zerviché anézhan̄ ; hag hén̄ a lazaz anézhô.

9. O klask ivé Oc’hozias, é oé kroget enn-han̄ pa oa kuzet é Samari, kaset é oé dezhan̄, hag hén̄ hel lazaz. Bésiet é oé, ô véza ma oa mâb da Josafat, péhini en dôa klasket ann Aotrou a greiz hé galoun ; hôgen na helled mui géda é teûjé da réni hini eûz a wenn Oc’hozias :

10. Rak pa wélaz Atalia, hé vamm, pénaoz é oa marô hé mâb, é savaz-hî, hag é lazaz ar ré holl eûz a wenn ar roué Joram.

11. Hôgen Josabet, merc’h ar roué, a géméraz Joas, mâb Oc’hozias, hag a laéraz anézhan̄ eûz a vesk mipien ar roué, pa lazed anézhô ; hag hî a guzaz anézhan̄ gan̄d hé vagérez é kampr ar gwéléou. Hôgen Josabet, péhini é dôa hé guzet, a oa merc’h d’ar roué Joram, grég da Joiada, ar bélek-brâz, ha c’hoar da Oc’hozias ; râk-sé Atalia na hellaz két hé laza.

12. Joas a oé éta kuzet gan̄t ar véleien é tî Doué, a-héd c’houéac’h vloaz, é-pâd péré é rénaz Atalia war ar vrô.


————

XXIII. PENNAD.


Joas d’ann oad a zeiz vloaz a zô lékéat da roué war Juda.


1. Hôgen er seizved bloaz, Joiada oc’h en em galounékaat, a géméraz ar gan̄ténerien, hag Azarias, mâb Jéroham, hag Ismahel, mâb Johanan, hag Azarias, mâb Abed, ha Maasias, mâb Adaias, hag Élisafat, mâb Zéc’hri ; hag hén̄ a réaz kévrédigez gan̄t-hô.

2. Hag hî a iéaz war-drô da Juda, hag a strollaz al Lévited eûz a holl geriou Juda, ha prin̄sed tiadou Israel, péré a zeûaz da Jéruzalem.

3. Ann holl dûd-zé a réaz éta kévrédigez gan̄d ar roué ; ha Joiada a lavaraz d’ezhô : Chétu mâb ar roue a dlé réni, ével ma en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn mipien David.

4. Hôgen chétu pétrâ a dléit da ôber :

5. Ann drédé lôden ac’hanoc’h, péré a zeû, dré bép sabbat, béleien ha Lévited, ha porsierien, a vézô dirâk ann ôriou ; hag eunn drédé lôden dirâk tî ar roué ; hag ann drédé lôden dirak ann ôr a c’halveur dôr ann Diazez ; ar ré all eûz ar bobl a vézô é leûr tî ann Aotrou.

6. Dén é-béd n’az ai ébarz tî ann Aotrou néméd ar véleien hag al Lévited a zô é karg ; ar ré-zé hép-kén a iélô ébarz, ô véza ma in̄t san̄télet ; ar ré all eûz ar bobl a ziwallô tî ann Aotrou.

7. Al Lévited a vézô war-drô d’ar roué, ha pép hini hé armou gan̄t-han̄ ; ha mar teû eur ré-bennâg all ébarz ann templ, ra vézô lazet ; bézen̄t bépréd gan̄d ar roué, ha pa’z ai ébarz, ha pa’z ai er-méaz.

8. Al Lévited ha Juda holl a réaz éta kémen̄d en dôa gourc’hémennet Joiada, ar bélek-brâz ; hag holl é kémerchon̄t ann dûd a oa dindân-hô, kenn ar ré a zeûé hervez reiz hô sabbat, kenn ar ré hô doa gréat hô sabbat, hag a dlié mon̄t-kuît ; râk Joiada, ar bélek-brâz, n’en dôa két lézet da von̄t-kuît ar ban̄dennou a dlié mon̄t pép sizun ann eil goudé ébén.

9. Ha Joiada, ar bélek-brâz, a rôaz d’ar gan̄ténerien ar gwafiou, ann tirennou hag ar skoéjou a oa bét rôet ha gwéstlet gan̄d David é tî ann Aotrou.

10. Hag hén̄ a lékéaz ar ré holl eûz ar bobl péré hô dôa gour-glézéier dirâg ann aoter, adaleg ann tû déou, bétég ann tû kleiz eûz ann templ, war-drô d’ar roué.

11. Hag hî a zigasaz mâb ar roué, hag a lékéaz ar gurunen war hé benn, hag ann desténi ; hi a lékéaz ivé levr al lézen enn hé zourn, hag hen diskleriaz roué. Joiada, ar bélek-brâz, hag hé vipien a éôliaz anézhan̄ ; hag hî ô véza pédet évit-han̄, a lavaraz : Ra vévô ar Roué !

12. Pa glevaz Atalia mouéz ar bobl péhini a redé hag a veûlé ar roué, éz eaz da gavoud ar bobl é templ ann Aotrou.

13. Pa wélaz-hî, ô von̄d ébarz, ar roué azézet war eunn trôn, ha prin̄sed ha soudarded war hé drô, hag holl dûd ar vrô oc’h en em laouénaat, ô kana, ô korna, ô c’hoari gan̄t kalz binviou, é rogaz hé diḻad, hag é lavaraz : Trubardérez, trubardérez.

14. Hôgen Joiada, ar bélek-brâz, a zeûaz er-méaz, a iéaz étrézég ar gan̄ténerien ha prin̄sed ann armé, hag a lavaraz d’ézhô : Tennit-hi eûz a greiz ann templ, ha lazit-hi er-méaz gan̄d ar c’hlézé. Hag ar bélek a c’hourc’hémennaz na vijé két lazet é tî ann Aotrou.

15. Hag hî a lékéaz hô daouarn war hé gouzoug, hag ô véza hé c’haset é-tâl dôr kézek tî ar roué, é lazchon̄t anézhi énô.

16. Hôgen Joiada a réaz kévrédigez étré hén̄ hag ann holl bobl, hag ar roué, évit ma vijé pobl ann Aotrou.

17. Râk-sé ann holl bobl a iéaz é tî Baal, hag hé ziskaraz ; hag hî a freûzaz hé aoteriou, hag hé skeûdennou ; laza a réjon̄t ivé Matan, bélek Baal, dirâg ann aoter.

18. Joiada a lékéaz ivé oviserien é tî ann Aotrou dindân dourn ar véleien hag al Lévited, ével m’en dôa hô rannet David é tî ann Aotrou, évit ma vijé kenniget sakrifisou-losk d’ann Aotrou, ével ma eo skrivet é lézen Moizez, gan̄t lévénez ha kân, hervez reiz David.

19. Lakaad a réaz ivé porsierien oud dôriou tî ann Aotrou, évit n’az ajé ébarz hini é-béd a gémen̄t a vé dic’hlan é nép doaré.

20. Neûzé é kéméraz ar gan̄ténerien, hag ann dûd kalounéka, ha prin̄sed ar bobl, hag holl bobl ar vrô, hag é lékéjon̄t ar roué da ziskenni eûz a dî ann Aotrou, ha da von̄t dre greiz ann ôr uc’héla da dî ar roué, hag é lékéjon̄t anézhan̄ war drôn ar roué.

21. Hag holl bobl ar vrô en em laouénaaz, hag ar géar a oé é péoc’h, goudé ma oé lazet Atalia gan̄d ar c’hlézé.


————


XXIV. PENNAD.


Goudé marô Joiada, Joas a zilez lézen Doué.


1. Seiz vloaz en dôa Joas pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz daou-ugen̄t vloaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Sébia, eûz a Versabéé.

2. Hag hén̄ a réaz ar péz a zô mâd dirâg ann Aotrou é holl zeisiou Joiada, ar bélek-brâz.

3. Joiada hel lékéaz da gémérout diou c’hrég, a béré en dôé mipien ha merc’hed.

4. Goudé-zé Joas a lékéaz enn hé benn aoza tî ann Aotrou.

5. Hag hén̄ a zastumaz ar véleien hag al Lévited, hag a lavaraz d’ezhô : îd dré geriou Juda, ha dastumit é Israel holl ann arc’han̄t a zô réd évid aoza pép ploaz templ hô Toué ; ha grît-hén̄ râk-tâl. Hôgen al Lévited a réaz kémen̄t-se gan̄t lézirégez.

6. Hag ar roué a c’halvaz Joiada ar bélek-brâz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk né két bét fellet dîd lakaat al Lévited da zigas eûz a Juda hag eûz a Jéruzalem ann arc’han̄t, en dôa lavaret Moizez, servicher ann Aotrou, a vijé savet war ann holl bobl évit tabernakl ann desténi ?

7. Râg Atalia ar fallagr hag hé mipien hô dôa gwastet tî ann Aotrou ; hag hî hô dôa kin̄klet templ Baalim gan̄t kémen̄t a oa bét gwéstlet d’ann Aotrou.

8. Ha diouc’h gourc’hémenn ar roué, hî a réaz eur c’hef, hag a lekéaz anézhan̄ oud dôr tî ann Aotrou enn diavéaz.

9. Hag é oé embannet é Juda hag é Jéruzalem, ma tigazché pép-hini d’ann Aotrou ar gôbr en dôa lékéat Moizez, servicher Doué, war Israel holl enn distrô.

10. Hag ann holl brin̄sed, hag ann holl bobl en em laouénaaz ; hag hî a iéaz ébarz hag a lékéaz é kef ann Aotrou, hag é taolchon̄t kémen̄t ma oé leûn.

11. Ha pa oa deûet ann amzer da zigas ar c’hef dirâg ar roué dré zaouarn al Lévited (râg hî a wélé éz oa kalz a arc’han̄t), skrivañer ar roué a zeûé, hag ann hini en dôa dilennet ar bélek-brâz ; hag hi a denné er-méaz ann arc’han̄t a oa er c’hef, hag a zigasé ar c’hef d’hé léac’h. Ével-sé é réan̄t bemdez, hag é tastumchon̄t kalz a arc’han̄t.

12. Hag ar roué ha Joiada hé rôaz d’ar ré a oa é penn labouriou tî ann Aotrou ; hag ar ré-man̄ a baéé gan̄t-han̄ bénerien vein, hag al labourerien all a aozé tî ann Aotrou ; hag ivé ar gôfed a reizé ann houarn hag ann arem évid harpa ar pez a oa daré da gouéza.

13. Hag ar ré a labouré her gréa gan̄t ijin ; hag hî a stan̄kaz ar faoutou hag ann toullou a oa er môgeriou, hag é lékéjon̄t tî ann Aotrou enn hé stâd gen̄ta, hag é startchon̄t anézhan̄.

14. Ha p’hô dôé peûr-c’hréat al labour, é tigazchon̄t dirâg ar roué ha dirâk Joiada ann arc’han̄t a oa choumet ; hag é oé gréat gan̄t-hô al listri a oa réd evid servich ann templ, hag évid ar sakrifisou-losk, hag ivé ar fiolennou, hag ann holl listri aour hag arc’han̄t ; hag é oé kenniget héb éhan sakrifisou-losk é tî ann Aotrou, keit ha ma vévaz Joiada.

15. Hôgen Joiada a gôsaaz ; ha leûn a zeisiou é varvaz d’ann oad eûz a zék vloaz ha c’houec’h-ugen̄t.

16. Besiet é oé é kéar David gan̄d ar rouéed, ô véza m’en dôa gréat vâd da Israel ha d’hé dî.

17. Hôgen goudé ma oé maro Joiada, prin̄sed Juda a zeûaz hag a stouaz dirâg ar roué ; hag hén̄ likaouet gan̄d hô doujan̄s, a zélaouaz hô goulennou.

18. Hag hî a zilézaz templ ann Aotrou, Doué hô zadou, hag a zervichaz ar c’hoajou-sakr hag ar skeûdennou ; hag ar vuanégez a gouézaz war Juda ha war Jéruzalem enn abek d’ar péc’hed-zé.

19. Ha Doué a gasaz proféded d’ézhô évit ma tistrôjen̄t oud ann Aotrou ; ha pétrâ-bennâg ma testénien̄t, na fellaz két d’ézhô hô sélaoui.

20. Spéred Doué a zeûaz éta é Zac’harias, mâb Joiada, ar bélek, hag hén̄ a zavaz dirâg ar bobl, hag a lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Pérâg hoc’h eûs-hu torret gourc’hémennou ann Aotrou ? Na dalvézô két kémen̄t-sé d’é-hoc’h ; ha pérâg hoc’h eûs-hu dilézet ann Aotrou, évit m’hô tilézô ?

21. Ar ré man̄ en em zastumaz out-han̄, hag a labézaz anézhan̄ gan̄t mein é leûr tî ann Aotrou, hervez gourc’hémenn ar roué.

22. Hag ar roué Joas n’en dôé két a goun eûz ann drugarez en dôa bét Joiada, tâd Zac’harias, enn hé gén̄ver-hén̄ ; hôgen hén̄ a lazaz hé vâb-hén̄ ; hag hé-man̄ pa oé daré da vervel, a lavaraz : Ra wélô ann Aotrou, ha ra en̄klaskô.

23. Hag a benn eur bloaz, armé ar Siried a biñaz enn hé énep ; don̄d a réaz é Juda hag é Jéruzalem, hag é lazaz holl brin̄sed ar bobl ; hag hî a gasaz ann holl breiz da roué Damas.

24. Hag évit gwîr pétrâ-bennâg ma oa bihan ann niver eûz ar Siried a oa deûet, ann Aotrou a lékéaz étré hô daouarn eul lôd brâz a dûd, ô véza m’hô dôa ar ré-man̄ dilézet ann Aotrou. Doué hô zadou ; dismégan̄s a réjon̄d ivé é-kén̄ver Joas.

25. Hag hî a iéaz-kult, hag a lézaz anézhan̄ é doaniou brâz, hé zervicherien hô-unan a zavaz enn hé énep, évit ven̄ji goad mâb Joiada, ar bélek-brâz ; hag hî a skoaz gan̄t-han̄ war hé wéle, ken na oe marô. Bésiet é oe é kéar David, hôgen na oé két lékéat é béz ar rouéed.

26. Hôgen ar ré a zavaz enn hé énep eo Zabad, mâb Semmaat, ann Ammonitez, ha Jozabad, mâb Sémarit, ar Voabitez.

27. Hôgen é-kén̄ver hé vipien, hag al lôd-brâz a arc’han̄t a oa bét dastumet dindân-han̄, hag ann aoz eûz a dî Doué, a zô skrivet gan̄t aket é levr ar rouéed. Hag Amasias a rénaz enn hé léac’h.


————


XXV. PENNAD.


Amasias a zô lazet gan̄d hé dûd hé-unan.


1. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa Amasias pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz naô bloaz war-n-ugen̄t é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Joadan, eûz a Jéruzalem.

2. Ober a réaz ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou ; hôgen n’her gréaz két a galoun glôk.

3. Ha pa wélaz hé rouan̄télez startéet, é tagaz ar zervicherien hô dôa lazet ar roué hé dâd.

4. Hôgen na lazaz két hô mipien, ével ma eo skrivet é levr lézen Moizez, é péhini é c’hourc’hémenn ann Aotrou, ô lavarout : Na vézô két lazet ann tadou évid ar vipien, nag ar vipien évid ann tadou ; hôgen pép-hini a varvô évid hé béc’héd hé-unan.

5. Amasias a strollaz éta Juda, hag a rannaz anézhô dré diadou, dre villenerien ha dré gan̄ténerien, é holl Juda ha Ben̄jamin ; hag hén̄ hô nivéraz adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, hag a gavaz tri c’han̄t mil dén-iaouan̄k daré d’ar brézel, hag a zouge ar gwâf hag ar c’hlézé.

6. Kâs a réaz ivé gan̄t-han̄ eût a Israel kan̄t mil den kalounek-brâz, évit kan̄t talan̄t arc’han̄t.

7. Hôgen eunn dén Doué a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : O roué, n’az aet két gan-éz armé Israel, râk n’éma két ann Aotrou gan̄d Israel, na gan̄t mipien Éfraim ken-nébeût.

8. Mar krédez pénaoz éma gounid ar brézel é ners ann armé, Doué az lakai da véza tréchet gan̄d da énébourien ; râk Doué eo hô c’hen-nerz, pé hô laka da dec’hi.

9. Hag Amasias a lavaraz d’ann dén Doué : Pétrâ éta a zeûi ar c’han̄t talan̄t em eûz rôet da vrézélidi Israel ? Hag ann dén Doué a lavaraz : Ann Aotrou en deûz péadrâ évit gellout rei d’id kalz muioc’h.

10. Ével-sé Amasias a rannaz ann armé a oa deûet d’hé gavout eûz a Éfraim, évit ma tistrôjé d’hé brô ; hôgen hî a zistrôaz d’hô brô, ha drouk-brâz enn-hô out Juda.

11. Amasias leûn a fisian̄s, a gasaz hé bobl, hag a iéaz da draon̄ien ar C’hoalennennou, hag hén̄ a dréc’haz dék mil eûz a vipien Seir.

12. Mipien Juda a géméraz ivé dék mil dén, hag a gasaz anézhô war lein eur roc’h, hag hi hô zaolaz diwar gréac’h d’ann traon̄, hag ar ré-man̄ a oé brévet holl.

13. Hôgen ann armé en dôa kaset-kuît Amasias évit n’az ajé két gan̄t-han̄ d’ar brézel, en em skiñaz dré geriou Juda, adalek Samari bété Bethoron ; ha goudé béza lazet tri mil dén, é skrapaz eur preiz brâz.

14. Hag Amasias goudé béza tréc’het ann Iduméed, ha béza kaset gan̄t-han̄ douéed mipien Seir, hô lékéaz da zouéed d’ézhan̄, a azeûlaz anézhô, hag a zevaz ézan̄s dira-z-hô.

15. Râk-sé ann Aotrou ô véza savet droug enn-han̄ oud Amasias, a gasaz eur profed étrézég enn-han̄, évit lavaroud d’ézhan̄ : Pérâg hoc’h eûs-hu azeûlet douéed, péré n’hô deûz két tennet hô fobl eûz hô taouarn ?

16. Ha p’en dôé lavaret kémen̄t-sé, Amasias a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té eo kuzulier ar roué ? Tâv, gan̄d aoun n’az lazfenn. Hag ar profed ô von̄t-kuît : Mé a oar, emé-z-han̄, penaoz é fell da Zoué rei ar marô d’id, ô véza ma éc’h eûz gréat ann drouk-zé, hag ouc’h-penn n’éc’h eûz két sélaouet va ali.

17. Amasias, roué Juda, ô véza éta kéméret eur gwall zézô, a gasaz étrézé Joas, mâb Joac’haz, mâb Jéhu, roué Israel, évit lavaroud d’ézhan̄ : Deûz, hag en em wélomp ann eil égilé.

18. Hôgen Joas a gasaz ar gannaded kuît, ô lavarout : Ann askol a zô el Liban a gasaz étrézé sedr al Liban, ô lavarout : Rô da verc’h da c’hrég d’am mâb ; ha chétu al loéned a oa é koat Liban a dréménaz, hag a flastraz ann askol.

19. Lavaret éc’h eûz : Tréc’het em eûz Édom, ha dré-zé eo c’houézet da galoun gan̄d ar stambouc’h ; azez enn da dî, pérâg é tennez-té ann drouk war-n-od, évid da lakaad da gouéza, té, ha Juda gan-éz ?

20. Amasias na fellaz két d’ézhan̄ hé zélaoui, ô véza ma oa falvézet gan̄d ann Aotrou hé lakaad étré daouarn ann énébourien, enn abek da zouéed Édom.

21. Joas, roué Israel, a biñaz éta ; hag hî en em wélaz ann eil égilé : Amasias roué Juda a oa é Betsamez-Juda.

22. Ha Juda a blégaz dirâg Israel, hag a déc’haz dindân hé deltou.

23. Hôgen Joas, roué Israel, a géméraz é Betsamez Amasias, roué Juda, mâb Joas, mâb Joac’haz, hag a gasaz anézhan̄ da Jéruzalem ; hag hen̄ a ziskaraz hé mûr adalek pôrs Éfraim bété pors ar C’hon̄, pévar c’han̄t ilinad.

24. Kâs a réaz ivé da Zamari ann holl aour hag ann arc’han̄t, hag ann holl listri a gavaz é tî Doué, hag é tî bugalé Obédédom, hag é ten̄zoriou tî ar roué, hag ivé mipien ar ré a oa é gwéstl.

25. Amasias, mâb Joas, roué Juda, a vévaz pemzék vloaz goudé ma oé marô Joas, mâb Joac’haz, roué Israel.

26. Oberiou all Amasias, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levr rouéed Juda hag Israel.

27. Goudé ma oé-hén̄ pelléet diouc’h ann Aotrou, é oé aozet spiou out-han̄ é Jéruzalem. Hag ô véza ma tec’haz da Lac’his, é oé kaset di, hag é oé lazet énô.

28. Hag hî a zigasaz anézhan̄ war gézek, hag a vésiaz anézhan̄ gan̄d he dadou é kear David.


————

XXVI. PENNAD.


Ozias a zev ézan̄s dirâg ann Aotrou, hag hén̄ a zeû da véza lovr.


1. Hôgen holl bobl Juda a géméras Ozias, pehini en dôa c’houézék vloaz, hag a lékéaz anézhan̄ da roué é léac’h Amasias, hé dâd.

2. Hén̄ eo a zavaz Ailat, hag a lékéaz anézhi dindân galloud Juda, goudé ma oé kousket ar roué Amasias gan̄d hé dadou.

3. C’houézék vloaz en dôa Ozias pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz daou vloaz hag han̄ter-kan̄t é Jéruzalem. Hé vamm a oa hanvet Jéc’hélia, eûz a Jéruzalem.

4. Ober a réaz kémen̄d a oa mâd dirâk ann Aotrou, é kémen̄t m’en dôa gréat Amasias, hé dâd.

5. Hag hen̄ a glaskaz ann Aotrou é deisiou Zac’harias, péhini en dôa ar skian̄t hag ar gwél eûz a Zoué ; hag ô véza ma klaske ann Aotrou, ann Aotrou her reizaz é pép trâ.

6. Neûzé éz éaz, hag é stourmaz a-énep ar Filistined, hag é tiskaraz muriou Get, ha muriou Jabnias, ha muriou Azot ; hag hén̄ a zavaz keriou kré é Azot, hag é brô ar Filistined.

7. Ha Doué hé gen-nerzaz a-éneb ar Filistined, hag a-éneb ann Arabed, a choumé é Guzbaal, hag a-éneb ann Ammonited.

8. Ann Ammonited a zigasé traou kaer da Ozias ; hag hé hanô a oé brudet brâz béteg enn Éjipt, ô véza ma’z oa bet meûr a wéach tréac’h d’hé énébourien. (T).

9. Ozias a zavaz ivé touriou é Jéruzalem war borz ar C’hon̄, ha war borz ann Draon̄ien, ha ré all enn hévélep tû eûz ar vûr ; hag hén̄ hô c’hrévaaz.

10. Sével a réaz ivé touriou enn distrô, hag é kleûzaz kalz a bun̄sou glaô, ô véza m’en dôa kalz a loéned, kenn er gompézen, kenn enn distrô : béz’ en dôa ivé gwiniennou ha gwiniennerien war ar ménésiou, hag er C’harmel ; râg eunn dén é oa hag en em rôé kaer d’ar c’hounidégez.

11. Armé hé dad-a-vrézel a oa dindân dourn Jébiel, ar skrivañer, Maasias, ann doktor, ha dindân dourn Hananias, a oa unan eûz a zuged ar roué.

12. Hag holl niver prin̄sed kalounek ann tiadou a oa eûz a zaou vil c’houec’h kan̄t.

13. Hag ann holl armé a oa dindân-hô, a oa eûz a dri c’han̄t mil seiz mil ha pemp kan̄t, péré a oa daré d’ar brézel, hag en em ganné évid ar roué a-éneb hé énébourien.

14. Ozias a aozaz évit-hô, da lavaroud eo, évid ann holl armé, tirennou, ha gwafiou, ha tokou-houarn, hag hobrégonou, ha gwarégou, ha batalmou évit teûrel mein.

15. Hag hén̄ a réaz é Jéruzalem ijinou a bép doaré, a lékéaz enn touriou, hag é korniou ar muriou, évit tenna saésiou, ha mein brâz : hag hé hanô a iéaz pell, ô véza ma oa ken-nerzet ha krévéet gan̄d ann Aotrou.

16. Hôgen pa oé krévéet, hé galoun a zavaz évit hé goll ; râg hén̄ a zilézaz ann Aotrou, hé Zoué ; hag ô véza éat é templ ann Aotrou, é fellaz d’ézhan̄ devi ézan̄s war aoter al louzou-c’houés-vâd.

17. Hôgen Azarias, ar bélek-brâs, ô véza éat râk-tâl war hé lerc’h, ha gan̄t-han̄ pévar-ugen̄t bélek d’ann Aotrou, tûd kré-brâz,

18. Éc’h énepchon̄t oud ar roué, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Né két d’id, Ozias, da zevi ézan̄s d’ann Aotrou, hôgen d’ar véleien, da lavaroud eo, da vipien Aaron, a zô bét gwéstlet d’ar garg-zé : kéa er-méaz eûz ar san̄tuar ha na zispriz két hon ali ; râk, kémen̄t-sé na vézô két nivéret d’id évit gloar gan̄d ann Aotrou Doué.

19. Neûzé é savaz droug enn Ozias, péhini a zalc’hé enn hé zourn ann ézan̄souer, évid devi ézan̄s, hag é c’hourdrouzaz ar véleien. Ha râk-tâl é savaz al lovren̄tez war hé dâl dirâg ar véleien, é tî ann Aotrou, é-tâl aoter al louzou-c’houés-vâd.

20. Ha pa zellaz out-han̄ Azarias ar bélek-brâz, hag ar véleien all, é wélchon̄t al lovren̄tez war hé dâl, hag é lékéjon̄t anézhan̄ er-méaz râk-tâl. Hag hén̄ hé-unan spoun̄tet-brâz a hastaz mon̄d er-méaz ô véza m’en dôa merzet pénaoz en dôa skôet ann Aotrou gan̄t-han̄ kerken̄t.

21. Ar roué Ozias a oé éta lovr bété deiz hé varô ; hag hén̄ a choumaz enn eunn tî distrô, gôlôet gan̄d al lovrentez, enn abek da béhini é oa bét kaset-kuît eûz a dî ann Aotrou. Hôgen Joatam, hé vâb, a rénaz tî ar roué, hag a varné pobl ar vrô.

22. Oberiou all Ozias, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô bét skrivet gan̄d Isaias, ar profed, mâb Amos.

23. Hag Ozias a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag hén̄ a oé bésiet é park bésiou ar rouéed, ô véza ma oa lovr ; ha Joatam, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————


XXVII. PENNAD.


Joatam a zouj ann Aotrou.


1. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa Joatam pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz c’houézék vloaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Jerusa, merc’h Sadok.

2. Ober a réaz ar pêz a oa reiz dirâg ann Aotrou, é kémen̄d a réaz Ozias, hé dâd ; koulskoudé n’az éaz két é templ ann Aotrou ; hag ar bobl hen dilezé bépréd.

3. Hén̄ eo a zavaz ar pors brâz eûz a di ann Aotrou, hag a zavaz kals tiez war vur Ofel.

4. Keriou a zavaz ivé é ménésiou Juda, ha kestel ha touriou er c’hoajou.

5. Brézélékaad a réaz out mipien Ammon, hag hén̄ a oé tréac’h d’ézhô ; hag hî a rôaz d’ézhan̄ enn amzer-zé kan̄t talan̄t arc’han̄t, ha dék mil kor gwiniz, ha kémen̄d all a heiz : kémen̄t-sé a rôaz d’ezhan̄ mipien Ammon enn eil vloaz hag enn trédé.

6. Ha Joatam en em grévaaz, ô véza m’en dôa reizet hé hen̄chou dirâg ann Aotrou, hé Zoué.

7. Oberiou all Joatam, hag hé holl stourmou, hag hé hen̄chou, a zô skrivet é levr rouéed Israel ha Juda.

8. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz c’houézék é Jéruzalem.

9. Ha Joatam a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é kéar David ; hag Ac’haz, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————


XXVIII. PENNAD.


Fallagriez Ac’haz.


1. Ugen̄t vloaz en dôa Ac’haz pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz c’houézék vloaz é Jéruzalem. Na réaz két ar péz a oa reiz dirâg ann Aotrou, ével David hé dâd.

2. Hôgen hén̄ a gerzaz é hen̄chou rouéed Israel ; hag ouc’h-penn é teûzaz skeûdennou da Vaalim.

3. Hén̄ eo a zevaz ézan̄s é traon̄ien Bénennom, hag a lékéaz hé vipien da dreûzi ann tân, hervez kîz ar brôadou eo dôa kaset-da-gét ann Aotrou, pa zeûaz mipien Israel.

4. Sakrifisou a réa ivé, hag é tevé louzou-c’houés-vâd war al lec’hiou uc’hel, war ann torgennou, ha dindân ann holl wéz déliennek.

5. Hag ann Aotrou, hé Zoué, hel lekéaz étré daouarn roué Siria, péhini a drec’haz anézhan̄, hag a géméraz eur preiz brâz enn hé rouan̄télez, a gasaz gan̄t-han̄ da Zamas. Lékéat é oé ivé étré daouarn roué Israel, péhini a skôaz war-n-ézhan̄ gan̄d eur gouli brâz.

6. Râk Faséé, mâb Romélia, a lazaz enn eunn deiz c’houec’h ugen̄t mil eûz a Juda, holl tûd-a-vrézel ; enn abek m’hô dôa dilézet ann Aotrou, Doué hô zadou.

7. Enn hévéleb amzer Zec’hri, dén galloudek eûz a Éfraim, a lazaz Maasias, mâb ar roué, hag Ezrika dûg hé di, hag Elkana ann eil goudé ar roué.

8. Ha bugalé Israel a géméraz war hô breûdeûr daou c’han̄t mil, kenn gragez, kenn paotred, kenn plac’hed ; hag eur preiz brâz, a gaschon̄t da Zamari.

9. Béz’ éz oa neûzé énô eur profed d’ann Aotrou, hanvet Oded, péhini, ô véza éat é diarbenn ann arme a zeûé da Zamari, a lavaraz d’ézhô : Chétu ann Aotrou, Doué hô tadou, ô véza savet droug enn-han̄ out Juda, en deûz hô lékéat étré hô taouarn ; ha c’houi hoc’h eûz hô lazet gant krisder, enn hévélep doaré ma eo piñet hô trougiez bétég ann én̄v.

10. Ouc’h-penn é fell d’é-hoc’h lakaad da sklaved ha da sklavézed d’é-hoc’h mipien Juda ha Jéruzalem ; ar péz ha na dleit két da ôber, râg é kémen̄t-sé hoc’h eûz péc’het a-éneb ann Aotrou, hô Toué.

11. Hôgen sélaouit va ali, ha kasit-kuît ar ré eûz hô preûdeûr hoc’h eûz digaset da sklaved ; râk daré eo frouden ann Aotrou da gouéza war-n-hoc’h.

12. Ével-sé lôd eûz a brin̄sed mipien Éfraim, Azarias, mâb Johanan, Barac’hias, mâb Mosollamot, Ezéc’hias, mâb Sellum, hag Amasa, mâb Adali, en em lekéaz é raog ar ré a zeûé eûz ann emgann.

13. Hag a lavaraz d’ézho : Na zigasit két ar sklaved-zé aman̄, gan̄d aoun na béc’hchemp a-éneb ann Aotrou. Pérâg é fell d’é-hoc’h lakaat péc’héjou all war ar ré hon eûz gréat, ha leûnia hor gwallou kôz ? Râk brâz eo hor péc’hed, ha buanégez ann Aotrou a zô daré da gouéza war Israel.

14. Hag ar vrézélidi a gasaz-kuît ar preiz, ha kémen̄d hô dôa kéméret, dirâg ar brin̄sed hag ann holl dûd.

15. Hag ann dûd a béré hon eûz komzet ken̄t, a choumaz enn hô zâ ; hag hî a géméraz ar sklaved, hag ar ré holl a oa enn-noaz, hag hô gwiskaz gan̄d ann diwisk : ha goudé m’hô dôa hô gwisket, hag hô arc’hennet, ha rôet da zibri ha da éva d’ézhô, hag hô éôliet évid hô diskuiza, ha rôet pép préder d’ézhô, é lékéjon̄t war gézek kémen̄d hini ha na hellé két kerzout, hag a oa dinerz hé gorf ; hag é kaschon̄t anézhô da Jeriko, kéar ar palmézed, étrézég hô breûdeûr ; hag hi a zistrôaz da Zamari.

16. Enn amzer-zé ar roué Ac’haz a gasaz tûd étrézé roué ann Assiried, vit goulenn ken-nerz.

17. Ann Iduméed a zeûaz hag a lazaz kalz a dûd eûz a Juda, hag a gasaz gan̄t-hô eur preiz brâz.

18. Ar Filistined en em skiñaz ivé dré geriou ar gompézen, ha diouc’h ar c’hrésteiz eûz a Juda ; hag hî a géméraz Betsamez, hag Aialon, ha Gadérot, ha Soc’ho, ha Tamnan, ha Gamzo, gan̄d hô bourc’hiou, hag é choumchon̄t enn-hô.

19. Râg ann Aotrou en dôa izeléet Juda, enn abek da Ac’har, roué Juda, ô véza m’en dôa hé lézet noaz ha digennerz, ha m’en dôa disprizet ann Aotrou.

20. Digas a réaz ivé out-han̄ Telgat-Falnasar, roue ann Assiried, péhini a c’hloazaz anézhan̄, hag a wastaz ar vrô héb harz é-béd.

21. Ac’haz éta a géméraz kémen̄d a ioa é tî ann Aotrou, hag é tî ar roué, hag é tî ar brin̄sed, hag a réaz rôou da roué ann Assiried ; ha koulskoudé na réaz két hé c’hounid gan̄t kémen̄t-sé.

22. Hôgen ouc’h-penn ar roué Ac’haz, é amzer hé an̄ken, a greskaz c’hoaz hé zispriz oud ann Aotrou :

23. Râg anézhan̄ hé-unan é lazaz viktimou da zouéed Damas, a heskiné anézhan̄ war hé vénô, hag é lavaraz : Douéed roueed Siria eo a gen-nerz anézhô ; mé a habaskai anézhô gan̄t va hostivou, hag hî en em lakai a-unan gan-én̄ ; hag hî enn-énep a oé da abek d’hé goll, ha da hini Israel holl.

24. Ac’haz éta ô véza kéméret holl listri tî Doué, hag ô véza hô zorret, a zerraz dôriou templ Doué, hag a zavaz aoteriou évit-han̄ é holl gorniou Jéruzalem.

25. É holl geriou Juda é savaz ivé aoteriou évid devi ézan̄s : hag ével-sé é tennaz war-n-ézhan̄ buanégez ann Aotrou, Doué hô zadou.

26. Hé ôberiou all, hag hé holl hen̄chou, kenn ar re gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levr rouéed Juda, hag Israel.

27. Hag Ac’haz a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é kéar Jéruzalem ; hôgen na oé két lékéat é bésiou rouéed Israel. Hag Ézéc’hias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’ h.


————

XXIX. PENNAD.


Ézéc’hias a laka kéélidigez Doué er stad gen̄ta.


1. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa Ézéc’hias pa zeûaz da reni ; hag hén̄ a rénaz naô bloaz war-n-ugen̄t é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Abia, merch Zac’harias.

2. Hag hén̄ a réaz ar péz a oa hétuz dirâg ann Aotrou, é kémen̄t m’en dôa gréat David hé dâd.

3. Er bloaz ken̄ta hag er miz ken̄ta eûz hé rén, é tigoraz persier tî ann Aotrou, hag é reizaz anézhô.

4. Lakaad a réaz ivé da zon̄t ar véleien hag al Lévited, hag é strollaz anézhô war leûr-ger ar sâv-héol.

5. Hag é lavaraz d’ézhô : Sélaouit ac’hanoun, Lévited, hag en em zan̄télit ; karzit tî ann Aotrou, Doué hô tadou, ha taolit ann holl draou louz er-méaz eûz ar san̄tuar.

6. Hon tadou hô deûz péc’het, hag hô deûz gréat ann drouk dirâg ann Aotrou hon Doué, oc’h hé zilézel : distrôet hô deûz hô daoulagad diwar dabernakl ann Aotrou, hag hô deûz trôet hô c’hein d’ézhan̄.

7. Serret hô deûz dôriou ar palier, ha mouget hô deûz ar c’hleûzeûriou ; n’hô deûz mui devet a ézan̄s, n’hô deûz mui kenniget a zakrifisou-losk é san̄tuar Doué Israel.

8. Râk-sé frouden ann Aotrou a zô savet out Juda hag out Jéruzalem ; hag hén̄ en deûz hô rôet d’ar c’héflusk, ha d’ar marô, ha d’ar goab, ével ma her gwélit gan̄d hô taoulagad.

9. Ével-se eo bet lazet hon tadou gan̄d ar c’hlézé ; hag hor mipien, hag hor merc’hed, hag hor gragez a zô bét kaset é sklavérez, enn abek d’ar drouk-ze.

10. Bréma éta, war va ménoz, é tléomp névézi kévrédigez gan̄d ann Aotrou, Doué Israel ; hag hén̄ a zistrôi frouden hé vuanégez diwar-n-omp.

11. Va mipien, na vézit két lézirek : hô tilennet en deûz ann Aotrou évit ma savot dira-z-han̄, ha ma servichot anézhan̄, ha ma kéélot anézhan̄, ha ma tevot ézan̄s dira-z-han̄.

12. Neûzé é savaz al Lévited, Mahat, mâb Amasai, ha Joel, mâb Azarias, eûz a vipien Kaat ; hag eûz a vipien Mérari, Kis, mâb Abdi, hag Azarias, mâb Jalaléel ; hag eûz a vipien Gersom, Joah, mâb Zemma, hag Éden, mâb Joah :

13. Hag eûz a vipien Élisafan, Samri, ha Jahiel ; hag eûz a vipien Asaf, Zac’harias, ha Matanias :

14. Hag eûz a vipien Héman, Jahiel, ha Séméi ; hag eûz a vipien Iditun, Séméias, hag Oziel.

15. Hag hî a strollaz hô breûdeûr, hag ô véza en em zan̄télet, éz éjon̄t ébarz ann templ, hervez urs ar roué, ha gourc’hémenn ann Aotrou, évit karza tî Doué.

16. Ar véleien a iéaz ivé ébarz templ ann Aotrou évid hé zan̄téla ; hag hî a dennaz ar péz a oa dic’hlan enn diabarz, hag hé gasaz é palier tî ann Aotrou ; hag al Lévited hé géméraz hag hé zougaz er-méaz bété froud Sédron.

17. Hôgen er chen̄ta deiz eûz ar chen̄ta mîz é téraouchon̄t da garza ; hag enn eizved deiz eûz ann hévélep mîz éz éjon̄t é palier templ ann Aotrou, hag é karzchon̄t ann templ a-héd eiz dervez ; hag er c’houézékved deiz eûz ann hévélep mîz é peûr-c’hréjon̄t ar péz hô dôa déraouet.

18. Neûzé ez éjon̄t da gavout ar roué Ézéc’hias, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : San̄télet hon eûz holl dî ann Aotrou hag aoter ar sakrifisou-losk, hag hé listri, ha taol ar baraou kennig, gan̄d hé listri,

19. Hag holl arrébeûri ann templ en dôa saotret ar roué Ac’haz é-pâd hé rén, goudé m’en dôé dilézet Doué ; ha chétu in̄t lékéat holl dirâg aoter ann Aotrou.

20. Hag ar roué Ézéc’hias ô sével diouc’h ar min̄tin, a strollaz holl brin̄sed kéar, hag a biñaz da dî ann Aotrou.

21. Hag hî a gennigaz kévret seiz tarô, ha seiz tourz, ha seiz oan, ha seiz bouc’h, évid ar péc’hed, évid ar rouan̄télez, évid ar san̄tuar, hag évit Juda ; hag hén̄ a lavaraz d’ar véleien, mipien Aaron, kinniga anézhô war aoter ann Aotrou.

22. Ar véleien a lazaz éta ann tirvi, hag a géméraz ar goad, hag a skuḻaz anézhan̄ war ann aoter : laza a réjon̄t ivé ann tourzed, hag é skuḻchon̄t hô goad war ann aoter : laza a réjon̄t ive ann oen, hag é skuḻchon̄t hô goad war ann aoter.

23. Hag hî a zigasaz ar bouc’hed a oa évid ar péc’hed, dirâg ar roué ha dirâg ann dûd holl, hag é lékéjon̄t hô daouarn war-n-ézhô.

24. Hag ar véleien a lazaz anézhô, hag a skuḻaz hô goad dirâg ann aoter évid daspréna péc’héjou Israel holl : râg ar roué en dôa gourc’hémennet kenniga ar sakrifiz-losk évid Israel holl hag évid ar péc’hed.

25. Hag hén̄ a lékéaz Lévited é tî ann Aotrou gan̄t simbalou, ha lirennou, ha télennou, hervez reiz ar roué David, ha Gad, ar gwéler, ha Natan, ar profed : râg gourc’hémenn ann Aotrou é oa, dré c’hénou hé broféded.

26. Al Lévited a zavaz éta gan̄t binviou David, hag ar véleien gan̄t korniou-boud.

27. Hag Ézéc’hias a c’hourc’hémennaz ma vijé kenniget ar sakrifisou-losk war ann aoter : ha pa gennided ar sakrifisou-losk, en em lékéjon̄t da gana meûleûdiou ann Aotrou, da zéni gân̄d ar c’hornou-boud, ha da c’hoari gan̄d ann holl binviou a oa bét aozet gan̄d David, roué Israel.

28. En̄dra ma édô ann holl bobl oc’h azeûli, ar ganerien, hag ar ré a zoné gan̄d ar c’hornou-boud, a réaz hô c’harg, kén na oé peûr-c’hréat ar sakrifiz-losk.

29. Ha pa oé peûr-c’hréat ar c’hennig, é stouaz ar roué, hag ar ré holl a oa gan̄t-han̄, hag éc’h azeûlchon̄t.

30. Ézéc’hias hag ar brin̄sed a c’hourc’hémennaz d’al Lévited ma veûlchen̄t ann Aotrou gan̄t geriou David, hag Asaf, ar gwéler ; hag hî a veûlaz anézhan̄ gan̄d eul lévénez vrâz ; hag ô pléga hô glin, éc’h azeûlchon̄t.

31. Hag Ézéc’hias a lavaraz c’hoaz : Leûniet eo gan-é-hoc’h hô taouarn évid ann Aotrou ; tôstait, ha kennigit viktimou ha meûleûdiou é tî ann Aotrou. Ann holl dûd-zé éta a gennigaz hostivou, ha meûleûdiou, ha sakrifisou-losk, gan̄d eur spéred leûn a zoujan̄s Doué.

32. Hôgen chétu ann niver eûz ar sakrifisou-losk a oé kenniget gan̄d al lôd tûd-zé : dék tarô ha tri-ugen̄t, kan̄t tourz, ha daou c’han̄t oan.

33. San̄téla a réjon̄t ivé évid ann Aotrou c’houec’h kan̄t éjenn, ha tri mil dan̄vad.

34. Hôgen nébeûd a véleien a ioa, ha na oan̄t két awalc’h anézhô évid digroc’henna ar viktimou ; râk-sé al Lévited, hô breûdeûr, hô c’hen-nerzaz, kén na oé peûr-c’hréat al labour ha na oé sakret béleien : râg ésoc’h eo sakra Lévited, éget sakra béleien.

35. Ével-sé é oé kenniget kalz sakrifisou-losk, lard hostivou a béoc’h, ha braoued-kennig ann hostivou ; ha kéélidigez tî ann Aotrou a oé peûr-c’hréat.

36. Hag Ézéc’hias en em laouénaaz, hag ivé ann holl bobl, ô véza ma oa peûr-c’hréat servich tî ann Aotrou : râg ann dézô da ôber kémen̄t-sé a oé kémeret râk-tâl.


————


XXX. PENNAD.


Ézéc’hias a c’halv Israel holl ha Juda da Jéruzalem évit lida ar Pask.


1. Ézéc’hias a gasaz ivé étrézég Israel holl ha Juda, hag é skrivaz lizéri da Éfraim ha da Vanasé, évit ma teûjen̄t da dî ann Aotrou é Jéruzalem, évid ôber ar Pask d’ann Aotrou, Doué Israel.

2. Hag ar roué enn hé guzul, hag ar brin̄sed, hag ann holl bobl a oa dastumet é Jéruzalem, a lavaraz pénaoz é vijé gréat ar Pask enn eil miz.

3. Râk n’hô dôa két gellet hé ôber enn hé amzer, ô véza ne oa két sakret c’hoaz a-walc’h a véleien, ha né oa két strollet c’hoaz ar bobl é Jéruzalem.

4. Hag al lavar-zé a blijé d’ar roué, ha d’ann dûd holl.

5. Hag hî a c’hourc’hémennaz é vijé kaset kannaded dré Israel holl, eûz a Versabéé bété Dan, évit ma teûjen̄t, ha ma rajen̄t ar Pask d’ann Aotrou, Doué Israel é Jéruzalem : râk kalz anézhô n’hô dôa két hé c’hréat ével ma eo skrivet el lézen.

6. Ar réderien a iéaz éta gan̄t lizéri ar roué hag ar brin̄sed, dré holl Israel ha Juda, bétég al léac’h ma oa bét lavaret d’ézhô mon̄t gan̄t ar roué, hag é embanchon̄t : Bugalé Israel, distrôit étrézé ann Aotrou, Doué Abraham, hag Izaak, hag Israel ; hag hén̄ a zistrôi étrézé ar ré a zô tec’het diouc’h dourn roué ann Assiried.

7. Na vézit ket ével hô tadou hag hô preûdeûr, péré hô deûz dilezet ann Aotrou, Doue hô zadou, péhini en deûz hô lekeat da vervel, ével ma her gwélit.

8. Na galédit két hô pennou, ével hô tadou : rôit hô tourn d’ann Aotrou, ha deûit d’hé zan̄tuar, en deûz san̄télet da vikenn : servichit ann Aotrou, Doué hô tadou, hag hén̄ a zistrôi frouden hé vuanégez diwar-n-hoc’h.

9. Râk mar tistrôit oud ann Aotrou, hô preûdeûr hag hô mipien a gavô trugarez é-kén̄ver hô mistri pére hô deûz hô c’haset é sklavérez, hag hî a zistrôi d’ar vrô-man̄ : râg ann Aotrou, hô Toué, a zô mâd ha trugarézuz, ha na zistrôi két hé zaoulagad diwar-n-hoc’h, mar tistrôit out-han̄.

10. Ar réderien a gerzé buan eûz ann eil géar d’ébén, dré vrô Éfraim ha Manasé, bété Zabulon ; hôgen hî a c’hoarzé hag a réa goab anézhô.

11. Hôgen tûd eûz a Aser, eûz a Vanasé, hag eûz a Zabulon a heûliaz ann ali, hag a zeûaz da Jéruzalem.

12. Hôgen dourn ann Aotrou en em astennaz war vugalé Juda hag hi n’hô dôé német eur galoun, évit ôber lavar ann Aotrou, hervez gourc’hémenn ar roué hag ar brin̄sed.

13. Kalz a bobl en em strollaz é Jéruzalem, évit lida goél ar bara dic’hoell, enn eil viz ;

14. Hag hî a zavaz hag a ziskaraz ann aoteriou a oa é Jéruzalem, hag a freûzaz ar ré holl war béré é teved ézan̄s d’ann idolou, hag hô zôlaz é froud Sédron.

15. Laza a réjon̄t éta ar pask er pévarzékved deiz eûz ann eil viz, ar véleien hag al Lévited ô véza neûzé en em zan̄lélet, a gennigaz sakrifisou-losk é tî ann Aotrou.

16. Hag hî a zavaz enn hô reiz, hervez gourc’hémenn ha lézen Moizez, ann dén Doué ; hag ar véleien a géméré eûz a zaouarn al Lévited ar goâd a dlié béza skuḻet ;

17. O véza ma oa c’hoaz kalz eûz ar bobl ha na oa két en em zan̄télet : ha dré-zé al Lévited a lazaz ar Pask évid ar ré n’hô dôa két hastet en em zan̄téla d’ann Aotrou.

18. Eul lôd brâz eûz a bobl Éfraim, ha Manasé, hag Isakar, ha Zabulon, péré na oan̄t két bet san̄télet, a zebraz ar Pask, ha nann ével ma oa skrivet. Hag Ézéc’hias a bédaz évit-hô, ô lavarout : Mâd eo ann Aotrou, hag hén̄ a rai trugarez

19. D’ar ré holl péré a glask a wir galoun ann Aotrou, Doué hô zadou : ha n’hô zamallô két, évit-hô da véza san̄télet nébeûtoc’h.

20. Ann Aotrou a zélaouaz oud Ézéc’hias, hag en dôé trugarez oud ar bobl.

21. Ével-sé ar ré eûz a vugalé Israel péré en em gavaz é Jéruzalem, a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez gan̄d eul lévenez vrâz, ô veûli bemdez ann Aotrou ; hag al Lévited hag ar véleien gan̄d ar binviou a zéréé oud hô c’harg.

22. Hag Ézéc’hias a gomzaz out kaloun ann holl Lévited péré a heûlié ervâd lîd ann Aotrou : hag hî a zebraz é-pâd ar seiz dervez eûz ar goél, hag a lazaz viktimou a béoc’h, hag a veûlaz ann Aotrou, Doué hô zadou.

23. Ann holl bobl a gavaz mâd lida c’hoaz seiz devez all ; hag hî hér gréaz gan̄d eul lévénez vrâz.

24. Râg Ézéc’hias, roué Juda, en dôa rôet d’ar bobl mil tarô, ha seiz mil dan̄vad ; hag ar brin̄sed hô dôa rôet d’ar bobl mil tarô, ha dék mil dan̄vad : eul lôd brâz éta a véleien en em zan̄télaz.

25. Hag holl bobl Juda a oé leûn a lévénez, kenn ar veleien hag al Lévited, kenn al lôd brâz a dûd a oa deûet eûz a Israel ; hag ive ann diavésidi eûz a vrô Israel, hag ar ré a choumé é Juda.

26. Hag eul lid brâz a oé gréat é Jéruzalem, ével na oa két bét gréat er géar-zé abaoé deisiou Salomon, mâb David, roué Israel.

27. Hôgen ar véleien hag al Lévited, a zavaz hag a vennigaz ar bobl ; hag hô mouéz a oé klevet ; hag hô féden a iéaz bété san̄tuar ann én̄v.


————


XXXI. PENNAD.


Pobl Israel a ziskar ann Idolou. Reiz karg ar véleien hag al Lévited.


1. Goudé ma oé gréat ann holl lidou-zé, ann holl bobl a Israel péhini en em gavaz é keriou Juda, a zeûaz er-méaz, a vrévaz ann idolou, a ziskaraz ar c’hoajou sakr, a freûzaz al lec’hiou-uc’hel, a lékéaz penn évit penn ann aoteriou, kenn é holl Juda ha Ben̄jamin, kenn é Éfraim ha Manasé, ken na oé gan̄t-hô kaset holl da gét. Hag holl vugalé Israel a zistrôaz pép-hini d’hé dra ha d’hé géar.

2. Hôgen Ézéc’hias a zavaz ban̄dennou béleien ha Lévited hervez hô rannou, pép-hini enn hé garg, kenn ar véleien, kenn al Lévited, évid ar sakrifisou-losk, hag ar sakrifisou a béoc’h ; évit ma servichen̄t ha ma veûlchen̄t Doué, ha ma kanchen̄t out persier kamp ann Aotrou.

3. Hôgen lôd ar roué a oa kenniga diwar he zan̄vez ar sakrifisou-losk diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez, hag ivé d’ann deisiou sabbat, ha d’ann deisiou ken̄ta eûz ar mîz, ha d’ann holl lidou, ével ma eo skrivet é lézen Moizez.

4. Hén̄ a c’hourc’hémennaz ivé d’ar bobl a choumé é Jéruzalem, rei hô lôdou d’ar véleien ha d’al Levited, évit ma helchen̄t en em rei da lézen ann Aotrou.

5. Pa oé deûet kémen̄t-sé da ziskouarn ar bobl, bugalé Israel a gennigaz d’ezhô kalz a brividou a éd, a wîn, hag a éôl, hag ivé a vél : rei a réjon̄t ivé ann déog eûz a gémen̄t a zoug ann douar.

6. Bugalé Israel ha Juda péré a choumé é keriou Juda, a gennigaz ann déog eûz ann éjenned hag eûz ann dén̄ved, hag ann déog eûz ann traou san̄télet a oa bét gwéstlet d’ann Aotrou, hô Doué ; hag ô tougenn kémen̄t-se, é réjon̄t kalz berniou anézhô.

7. Enn trédé mîz é teraouchon̄t sével ar berniou-zé, hag er seizved mîz é peûr-zavchon̄t anezhô.

8. Ha pa oé éat ébarz Ézéc’hias hag ar brin̄sed, ha pa wélchon̄t ar berniou, é vennigchon̄t ann Aotrou ha pobl Israel.

9. Hag Ézéc’hias a c’houlennaz oud ar véleien hag oud al Lévited, pérâg hô dôa savet ével-sé ar berniou-zé.

10. Azarias, ar bélek-brâz, eûz a wenn Sadok, a lavaraz d’ézhan̄ : Abaoé ma eo bét déraouet kenniga ar c’hen̄ta-frouez é tî ann Aotrou, hon eûz debret anézhan̄, hag hon eûz bét a walc’h ; hag éo choumet kalz, ô véza ma en deûz ann Aotrou benniget hé bobl : hag ann dilerc’h eo al lôd brâz-zé a wélez.

11. Hag Ézéc’hias a c’hourc’hémennaz ma vijé gréat soliérou é tî ann Aotrou. Ha pa oen̄t gréat,

12. É kaschon̄t enn-hô ann holl bréveûdiou, hag ann déogou a oa bét gwéstlet. Hôgen lékéat é oé da réner war-n-ézhô Konénias al Lévit, ha Séméi hé vreûr, hag hé eil ;

13. Ha war-lerc’h hé-man̄ Jahiel, hag Azarias, ha Nahat, hag Asael, ha Jérimot, ha Jozabad, hag Éliel, ha Jesmac’hias, ha Mahat, ha Banaias, dindan béli Konénias ha Séméi hé vreûr, dré c’hourc’hémenn Ézec’hias ar roue, hag Azarias, bélek-brâz tî Doué, eûz a béré é talc’hé pép-trâ.

14. Hôgen Koré, mâb Jemria, al Levit, porsier dôr ar sâv-héol, a oa da benn war ar péz a genniged a ioul d’ann Aotrou, ha war ar préveûdiou, ha war ann traou a wéstled d’ar san̄tuar.

15. Ha dindan-han̄ édô Éden, ha Ben̄jamin, ha Jésué, ha Séméias, hag Amarias, ha Séc’hénias, é keriou ar véleien, évit ma rôjen̄t gan̄t reiz hô lôd d’hô breûdeûr, kerkouls d’ar ré vihan ha d’ar ré vrâz :

16. Hép nivéri ar baotred adaleg ann oad a dri bloaz hag ouc’h-penn, ha kémen̄d hini a iea é templ ann Aotrou, hag a réa hô c’harg é pép dervez, hervez ar rann a oa gréat anézhô ;

17. Hag ivé ar véleien diouc’h hô ziadou, hag al Lévited adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, hervez hô reisiou hag hô ban̄dennou ;

18. Kéméroud a réad ivé gan̄t féalded eûz ar péz a oa bet gwéstlet, évit rei da voed d’ar bobl, kenn d’ar gragez, kenn d’hô mipien, paotred pé merc’hed.

19. Béz’ éz oa ivé tûd eûz a vipien Aaron er mesiou, hag é faboursiou ann holl geriou, pere a rôé hô lôdou da holl baotred ar véleien hag al Lévited.

20. Ézéc’hias a réaz éta kemen̄d ha ma hon eûz lavaret é Juda holl : hag hén̄ a réaz ar péz a oa mâd, ha reiz, ha gwîr dirâg ann Aotrou, hé Zoué,

21. E kémen̄d a zellé out servich tî ann Aotrou, hervez al lézen hag al lidou, ô klask Doué a greiz hé galoun : hé ôber a réaz, hag é teûaz a-benn a bép trâ.


————


XXXII. PENNAD.


Sennachérib a gerz a-énep Jérusalem. Eunn éal a drec’h hé armé.


1. Goudé ma oé sevenet ann traou-zé gan̄t féalded, Sennachérib, roué ann Assiried, a zeûaz é brô Juda, hag a c’hrounnaz ar c’heriou kre évid hô c’hémérout.

2. Pa wélaz Ézéc’hias penaoz é tôstéé Sennachérib, hag é trôé frouden ar brézel out Jéruzalem,

3. En em guzuliaz gan̄d ar brin̄sed, hag ann dûd-a-vrézel, évit gouzout ha mâd oa stan̄ka mammennou ar feun̄teûniou a oa er-méaz eûz a gear : hag ar guzul-zé ô véza bét kavet mâd gan̄d ann holl,

4. Ézec’hias a strollaz kalz a dûd, péré a stan̄kas ann holl feun̄teûniou, hag ar ster a rédé dre greiz ar vrô, ô lavarout : Évit, mar teû rouéed ann Assiried, na gavin̄t két kalz a zour.

5. Hén̄ a zavaz ive gan̄t kalz a breder ar vûr holl a oa freûzet. Sével a réaz ive touriou war-n-ezhi, hag eur vûr all enn diavéaz. Aoza a réaz c’hoaz Mello é kéar David ; hag ôber a réaz armou a bép doaré ha tirennou.

6. Lakaad a réaz prin̄sed war ann dûd a-vrézel, hag ô véza hô strollet holl war wiler pors kéar, é komzaz oud hô c’haloun, ô lavarout :

7. Bézit tûd kalounek ha postek ; n’hô pézet ked a aoun ha na spoun̄tit két râk roué ann Assiried, hag ar ré holl a zô gan̄t-han̄ : râk muioc’h a zô c’hoaz gan-é-omp égét gan̄t-han̄.

8. Râg eur vréac’h kik n’eûz kén gan̄t-han̄ ; ha gan-é-omp éma ann Aotrou, hon Doue, péhini a gen-nerz ac’hanomp, hag a stourm évid-omp : hag ar bobl a oé kalounékéet gan̄d ar geriou-zé eûz a Ézec’hias, roué Juda.

9. Goude-ze Sennacherib, roué ann Assiried, (péhini a stourmé out Lac’his gan̄d hé holl armé) a gasaz tûd eûz he zervicherien da Jéruzalem étrézég Ézec’hias, roue Juda, ha étrezég ann holl bobl a oa é kear, ô lavarout :

10. Ével-henn é lavar Sennachérib, roué ann Assiried : É piou é hellit-hu fisiout évit choum enn éhan, ha c’houi grounnet é Jéruzalem ?

11. Ha n’en deûz két Ézec’hias hô touellet, evid hô lakaad da vervel gan̄d ann naoun ha gan̄d ar séc’hed, pa en deûz lavaret d’e-hoc’h ével gwir pénaoz é teûjé ann Aotrou, hô Toué, d’hô tenna eûz a zaouarn roué ann Assiried ?

12. Ha né ket ann Ézéc’hias-zé péhini en deûz diskaret hé lec’hiou-uc’hel hag hé aoteriou, ha péhini en deûz gourc’hemennet da Juda ha da Jéruzalem, ô lavarout : Na azeûlot néméd oud eunn aoter, ha na zevot ézan̄s nemed dira-z-han̄.

13. Ha na ouzoc’h-hu két pétrâ em eûz great, mé ha va zadou, da holl boblou ann douar ? Doueed ar brôadou hag ann douar holl, hag hî a zô bét kré a-walc’h évid hô zenna eûz va daouarn ?

14. Péhini eûz a holl zouéed ar brôadou, péré a zô bét gwastet gan̄t va zadou, en deûs-hén̄ gellet tenna hé bobl eûz va daouarn, évit ma helfé ivé hô Toué hô tenna eûz va daouarn ?

15. Na douellet két éta Ézec’hias ac’hanoc’h, ha na reat két goab ac’hanoc’h, ha na grédit ket d’ezhan̄. Râk ma na en deûz gellet hini eûz a zouéed ar brôadou hag ar rouan̄télésiou tenna hé bobl eûz va daouarn, hag eûz a zaouarn va zadou, dré zé na hellô két hô Toué hô tenna eûz va daouarn.

16. Servicherien Sennachérib a lavaraz c’hoaz kalz traou a-énéb ann Aotrou Doué, hag a-éneb Ézéc’hias hé zervicher.

17. Skriva a réaz ivé lizéri leûn a zrouk-prézégou a-éneb ann Aotrou, Doué Israel, hag hen̄ a gomzaz enn hé énep : Ével n’hô deûz két gellet douéed ar brôadou all tenna hô fobl eûz va dourn, ével-sé Doué Ézéc’hias na hellô két tenna hé bobl euz va dourn.

18. Ouc’h-penn, ô sével kalz hé vouez, é komzaz é iéz ar Juzevien oud ar bobl a oa war vuriou Jéruzalem, évid hô spoun̄ta ha kémérout kéar.

19. Hag hén̄ a gomzaz a-énep Doue Jéruzalem, ével m’en dôa gréat a-énep douéed poblou ann douar, labour daouarn ann dûd.

20. Hôgen ar roué Ézechias, hag ar profed Isaias, mâb Amos, a bédaz a-énep ar gwall-brézegou-zé, hag a c’harmaz béteg ann én̄v.

21. Hag ann Aotrou a gasaz eunn éal, péhini a lazaz kémen̄t dén kré ha kalonnek a oa e arme roué ann Assiried, hag ivé ar prin̄s anézhô ; hag hén̄ a zistrôaz d’hé vrô leûn a véz. Ha pa oé éat ébarz tî hé Zoué, ar vipien a oa deûet er-méaz eûz hé zargreiz, a lazaz anézhan̄ gan̄d ar c’hléze.

22. Ével-sé ann Aotrou a dennaz Ézéc’hias hag ar ré a choumé é Jéruzalem eûz a zaouarn Sennachérib, roué ann Assiried, hag eûz a zaouarn ar ré all holl, hag é rôaz ar péoc’h d’ézhô trô-war-drô.

23. Kalz zô-ken a zigasé hostivou da Jéruzalem évid ôber sakrifisou d’ann Aôtrou, ha rôou da Ézéc’hias, roué Juda, péhini a oé meûlet-brâz goudé-zé é-touez ann holl vrôadou.

24. Enn deisiou-zé é klan̄vaz Ézéc’hias bétég ar marô ; hag hén̄ a bédaz ann Aotrou, péhini a glevaz anézhan̄, hag a rôaz eunn arouez d’ézhan̄.

25. Hôgen na zistolaz két da Zoué ar madou en dôa bét digan̄t-han̄, râg he galoun a stambouc’haz ; ha buanegez ann Aotrou a zavaz enn hé énep, hag out Juda ha Jéruzalem.

26. Hôgen goudé-zé en em izéléaz, hén̄ hag holl dûd Jéruzalem, ô véza ma oa bet stambouc’het hé galoun ; ha râk-sé na zeûaz két war-n-ézhô buanegez ann Aotrou é deisiou Ézéc’hias.

27. Hôgen Ézéc’hias a oé pinvidik ha brudet-brâz : dastumi a réaz kalz ten̄zoriou arc’han̄t, hag aour, ha mein talvouduz, ha louzou-c’houés-vâd, hag armou a bep doaré, ha listri kaer-meûrbed.

28. Béz’ en dôa ivê sôliérou éd, ha gwîn, hag eôl, ha marchosiou évid ar c’hezek, ha kréier évid ar zaout.

29. Hag hen̄ a zavaz keriou evit-han̄ ; râk dén̄ved ha saout en dôa enn eunn niver brâz-meûrbed, ô véza m’en dôa ann Aotrou rôet kalz a vadou d’ezhan̄.

30. Ann Ézéchias-zé eo a stan̄kaz ar feun̄teun uc’hel eûz a zouréier Gihon, hag a lékéaz anézhô da rédek dindan ann douar étrézég ar c’hûs-héol eûz a géar David ; don̄d a réaz a-benn eûz a gémen̄t a fellaz d’ezhan̄ da ôber.

31. Koulskoude enn amzer ma oe kaset prin̄sed Babilon da gannaded (T) étrézég enn-han̄, évit ôber goulennou digan̄t-han̄ diwar-benn ar burzud a oa bét c’hoarvézet er vrô, Doué hen dilezaz évid hé arnodi, ha rei da anaout kémen̄d a ioa enn hé galoun.

32. Oberiou all Ézéc’hias, hag he vad-obériou a zô skrivet é gwélédigez Isaias profed, mâb Amos, hag é levr rouéed Juda hag Israel.

33. Hag Ézéc’hias a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag é oé bésiet enn uc’héla eûz a vésiou mipien David. Ha Juda holl, hag holl dûd Jérusalem a réaz kan̄v d’ézhan̄ ; ha Manasez, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————

XXXIII. PENNAD.


Sklavérez ha pinijen Manasez.


1. Daouzék vloaz en dôa Manasez pa zeûaz da réni, ha pemp ploaz hag han̄ter-kan̄t é rénaz é Jéruzalem.

2. Hôgen hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hervez fallagriézou ar brôadou en dôa dispennet ann Aotrou dirâk bugalé Israel.

3. Râg hen̄ a zavaz adarré al lec’hiou-uc’hel a oa bet diskaret gan̄d hé dâd Ézéc’hias. Sével a réaz aoteriou da Vaalim, ôber a réaz koajou-sakr, hag éc’h azeûlaz holl armé ann én̄vou, oc’h hé c’hééla.

4. Sével a réaz ivé aoteriou é tî ann Aotrou, eûz a béhini en dôa lavaret ann Aotrou : E Jéruzalem é vézô va hanô da-vikenn.

5. Hôgen hô zével a réaz da holl armé ann én̄vou, enn daou borched eûz a dî ann Aotrou.

6. Lakaad a réaz ivé hé vipien da dreûzi ann tân é traon̄ien Bénennom ; ann huvréou a arvesté, ann arouésiou a heûlié, d’ar strôbinel en em rôé ; hag hén̄ en dôa gan̄t-han̄ strôbinellerien ha kelc’hierien : hag hén̄ a réaz kalz a zrouk dirâg ann Aotrou, a lékéaz anézhan̄ da von̄t drouk enn-han̄.

7. Lakaad a réaz ivé eur skeûden kizellet ha teûzet é tî Doué, diwar-benn péhini en dôa Doué komzet oud David hag out Salomon hé vâb, ô lavarout : Enn tî-man̄ hag é Jéruzalem, em eûz dilennet é-touez holl vreûriézou Israel, é likiinn va hanô da-vikenn.

8. Ha na likiinn mui trôad Israel da von̄d er-méaz eûz ann douar em eûz rôet d’hô zadou ; gan̄t ma virin̄t hép-kên ar péz em eûz gourc’hémennet d’ézhô, ann holl lézen, al lidou hag ar c’hélennou em eûz rôet d’ézhô dre c’hénou Moizez.

9. Ével-sé Manasez a douellaz Juda hag ann dûd a choumé é Jéruzalem, hag hô lékéaz da ôber drouk gwasoc’h eged ann holl vrôadou en dôa dispennet ann Aotrou dirâk bugalé Israel.

10. Hag ann Aotrou a gomzaz out-han̄ hag oud hé bobl ; ha na fellaz két d’ézhô hé zélaoui.

11. Râk-sé Doué a zigasaz war-n-ézhô prin̄sed armé roué ann Assiried ; hag hî a géméraz Manasez ; hag ô véza lékéat eur chaden war hé zaouarn ha var hé dreid, é kaschon̄t anézhan̄ da Vabilon.

12. Hôgen Manasez enn hé an̄ken a bédaz ann Aotrou, hé Zoué, hag a réaz eur binijen vrâz dirâg ann Aotrou, hé Zoué.

13. Hag hén̄ a bédaz ann Aotrou hag her pédaz stard ; hag ann Aotrou a glevaz oud he béden, hag a zigasaz anézhan̄ da Jéruzalem enn hé rouan̄télez : ha Manasez a anavézaz pénaoz ann Aotrou a ioa ar gwir Doué.

14. Goudé-zé é savaz ar vûr a zô enn diavéaz eûz a géar David, war zû ar c’hûs-héol eûz a C’hibon, enn draon̄ien, adalek porz ar pésked bétég Ofel, oc’h ôber ann drô ; hag hén̄ hé zavaz uc’hel-brâz : lakaad a réaz ivé prin̄sed ann armé enn holl geriou kré eûz a Juda.

15. Hag hén̄ a lékéaz er-méaz eûz a dî ann Aotrou ann douéed a-ziavéaz hag ar skeûden, hag ivé ann aoteriou en dôa savet é ménez tî ann Aotrou hag é Jéruzalem, hag hô zaolaz holl er méaz eûz a géar.

16. Sével a réaz a-névez aoter ann Aotrou, hag é lazaz war-n-ézhi viktimou, hag hostivou a béoc’h hag a veûleûdi. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz da Juda servicha ann Aotrou, Doué Israel.

17. Hôgen ar bobl a réa c’hoaz sakrifisou war al lec’hiou-uc’hel d’ann Aotrou, hé Zoué.

18. Oberiou all Manasez, hag hé béden d’hé Zoué, hag ivé geriou ar wélerien, péré a gomzé out-han̄ é hanô ann Aotrou, Doué Israel, en em gav é-touez lavariou rouéed Israel.

19. Hé béden ivé ha sélaouidigez Doué, hag hé holl béc’héjou hag hé zispriz, hag al lec’hiou é pére é savaz lec’hiou-uc’hel hag é plan̄taz koajou-sakr, hag é réaz skeûdennou, abarz ma réaz pinijen, a zô skrivet é lavariou Hozaï.

20. Hôgen Manasez a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet enn hé dî hé-unan ; hag Amon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

21. Daou vloaz war-n-ugen̄t en dôa Amon pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz daou vloaz é Jéruzalem.

22. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, ével m’en dôa gréat Manasez hé dâd ; sakrifisou a réaz d’ann holl idolou a oa bét great gan̄t Manasez, hag é servichaz anézhô.

23. Ha na zoujaz két ann Aotrou, ével m’en dôa doujet Manasez, hé dâd ; ha torféjou kalz brasoc’h a réaz.

24. Hé zervicherien a zavaz enn hé énep hag a lazaz anézhan̄ enn tî ma choumé enn-han̄ ébars. (T).

25. Hôgen ar ré all eûz ar bobl, goudé béza lazet ar ré hô dôa dispac’het oud Amon, a lékéaz Josias da roué enn hé léac’h.


————


XXXIV. PENNAD.


Névézi a ra Josias kêvridigez ar bobl gan̄d ann Aotrou.


1. Eiz vloaz en dôa Josias pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz eur bloaz ha trégon̄t é Jéruzalem.

2. Ober a réaz ar péz a oa reiz dirâg ann Aotrou, hag é kerzaz é hen̄chou David hé dâd ; ha na zistroaz nag a zéou nag a gleiz.

3. Enn eizved bloaz eûz hé rén, pa n’édô c’hoaz néméd eur bugel, é téraouaz klaskout Doué David, hé dâd ; hag enn daouzékved bloaz goudé ma oa deûet da réni, é c’hlanaz Juda ha Jéruzalem eûz al lec’hiou-uc’hel hag eûz ar c’hoajou-sakr, hag eûz ann idolou, hag eûz ar skeûdennou kizellet.

4. Diskaret é oé dira-z-han̄ aoteriou Baalim, hag ann idolou a oa bét lékéat war-n-ezhô a oé torret ivé ; ar c’hoajou-sakr a oé taolet d’ann douar, ha brévet ar skeûdennou ; hag ann tammou anézhô a oé taolet war vésiou ar ré péré a oa boazet da ôber sakrifisou d’ézhô.

5. Ouc’h-penn é tévaz eskern ar véléien war aoteriou ann idolou, hag é c’hlanaz Juda ha Jéruzalem.

6. Hô diskara a réaz holl é keriou Manasez, hag Éfraim, ha Simeon, bété Néftali.

7. Ha goudé m’en dôé diskaret ann aoteriou hag ar c’hoajou-sakr, ha brevet ann idolou, ha dispennet ann holl demplou é holl vrô Israel, é tistrôaz da Jéruzalem.

8. Enn triouec’hved bloaz eûz hé rén, goudé m’en dôé glanet ar vrô ha templ ann Aotrou, é kasaz Safan, mâb Ésélia, ha Maasias, prin̄s kéar, ha Joba, mâb Joac’haz, hé skrivañer, évit reiza tî ann Aotrou, hé Zoué.

9. Ar re-man̄ a iéaz da gavout Helsias, ar Bélek-braz : hag hi a géméraz digan̄t-han̄ ann arc’han̄t a oa bét digaset da dî ann Aotrou, hag hô dôa dastumet al Lévited hag ar borsierien, digan̄t Manasez hag Éfraim, hag ar ré a choumé eûz a douez bugalé Israel, ha digan̄d holl Juda ha Ben̄jamin, hag ar ré a choumé é Jéruzalem.

10. Hag hî hé lékéaz étré daouarn ar ré a oa é penn al labourerien tî ann Aotrou, évit ma aozchen̄t ha ma reizchen̄t ann templ.

11. Hag ar re-man̄ hé rôaz d’al labourerien, ha d’ar vénerien vein, évit prena mein eûz ar men̄gleûsiou ha koat évit framm ann tî, hag évit sôliéra ann tiez a oa bet freûzet gan̄t rouéed Juda.

12. Hag ann dûd-man̄ a réa pép-trâ gan̄t fealded. Hôgen ar ré a oa é penn al labourerien, hag a hasté al labour, é oa Jabat hag Abdias eûz a vipien Mérari, Zac’harias ha Mosollam eûz a vipien Kaat : ha Lévited é oan̄t holl hag a wie kana.

13. Hôgen ar ré a zougé bec’hiou hô dôa da benn skribed, ha barnerien, ha porsierien eûz a douez al Lévited.

14. Ha pa denned er-méaz ann arc’hant a oa bét digaset da dî ann Aotrou, Helsias, ar bélek-brâz, a gavaz eul levr eûz a lézen ann Aotrou rôet gan̄d dourn Moizez.

15. Hag Helsias a lavaraz da Zafan, ar skrivañer : kavet em eûz levr al lézen é tî ann Aotrou : hag hen̄ hé roaz d’ézhan̄.

16. Ha Safan a gasaz al levr d’ar roué, hag a gomzaz out-han̄, ô lavarout : Kemen̄t éc’h eûz rôet da ober d’as servicherien a réeur bréma.

17. Teûzet eo bét ann arc’han̄t a zô bét kavet é tî ann Aotrou ; ha rôet eo bét d’ar ré a zo é penn al labourerien ha d’ar vichérourien é pép doaré.

18. Ouch-penn, Helsias, ar bélek-brâz, en deûz rôet d’in al levr-man̄. Hag hén̄ hé lennaz dirâg ar roué.

19. Pa glevaz ar roué geriou al lézen, é rogaz hé ziḻad.

20. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz da Helsias, ha da Ahikam, mâb Safan, ha da Abdon, mâb Micha, ha da Zafan ar skrivañer, ha da Asaas, servicher ar roué, ô lavarout :

21. It ha pédit ann Aotrou évid-oun hag évid ar ré a choum eûz a douez bugalé Israel ha Juda (T) diwar-benn holl c’heriou al levr-zé a zô bét kavet : râk brâz eo frouden ann Aotrou enn hon énep, ô véza n’hô deûz két hon tadou sélaouet geriou ann Aotrou, ha n’ho deûz két great kémen̄d a zô skrivet el levr-zé.

22. Helsias éta, hag ar re a oa bet kaset gan̄d ar roué, a iéaz da gavout Olda ar brofédez, grég Sellum, mâb Tékuat, mâb Hasra, mirer ann diḻad. Hou-man̄ a choumé é Jeruzalem, enn eil glôz eûz a géar : hag hî a zanévellaz d’ézhi ar pez hon eûz lavaret ken̄toc’h.

23. Hag hî a lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Livirit d’ann dén en deûz hô kaset étrézég enn-oun :

24. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu é tigasinn war al léac’h-man̄ ha war ar ré a choum enn-han̄, ann drougou hag ann holl vallosiou a zô skrivet el levr-zé, a zô bét lennet dirâk roué Juda,

25. O véza ma hô deûz va dilézet, ha ma hô deûz gréat sakrifisou da zouéed a ziavéaz, évit va heskina gan̄d holl oberiou hô daouarn ; râk-sé é kouézô va frouden war al leac’h-man̄, ha na habaskai két.

26. Hôgen da roué Juda, péhini en deûz hô kaset évit pédi ann Aotrou, é léverrot ann dra-man̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : O véza ma ec’h eûz sélaouet geriou al levr-zé ;

27. Ma eo bét ténéréet da galoun, ma oud en em vuéléet dirâk Doué enn abek d’ar pez a zô bét lavaret a-éneb al léac’h-man̄, ha d’ar ré a choum é Jéruzalem ; ma éc’h eûz doujet va dremm, ma éc’h eûz roget da ziḻad, ha ma éc’h eûz skuḻet daérou dira-z-oun ; mé ivé em eûz sélaouet ouz-id, éme ann Aotrou.

28. Râk-sé az likinn da von̄t gan̄d da dadou, hag é tiskenni é péoc’h enn da véz ; ha na wélô két da zaoulagad ann holl zroug a gasinn war al léac’h-zé, ha war ar ré a choum enn-han̄. Hag ar ré-man̄ a zanévellaz d’ar roué kémen̄d é dôa lavaret hî.

29. Hag ar roué ô véza strollet holl hénaoured Juda ha Jéruzalem,

30. A biñaz da dî ann Aotrou, ha gan̄t-han̄ holl dûd Juda, hag ar ré a choumé é Jéruzalem, hag ar véleien, hag al Lévited, hag ann holl bobl, eûz ar bihana bétég ar brasa. Hag ar ré-man̄ oc’h hé zélaoui é tî ann Aotrou, é lennaz ar roué d’ézhô holl c’heriou al levr :

31. Hag ô véza en em lékéat enn hé zâ enn hé gador-varn, é réaz kévrédigez gan̄d ann Aotrou, évit kerzout war he lerc’h, ha mirout hé gélennou, hag he desténiou, hag hé lidou, a greiz hé galoun hag hé éné, hag évit ôber kémen̄d a oa skrivet el levr-zé en dôa lennet.

32. Lakaad a réaz ivé da doui kémen̄t-sé ar ré holl a oé kavet é Jéruzalem hag é Ben̄jamin ; ar ré a choumé é Jéruzalem a aotréaz ivé kévrédigez ann Aotrou, Doué hô zadou.

33. Ével-sé Josias a gasaz-kuît ann holl fallagriezou eûz a zouarou bugalé Israel : hag hen̄ a lékéaz ar re-holl a choumé enn Israel, da zervicha ann Aotrou, hô Doué. Ha keit ha ma vevaz-hén̄, na zilezchon̄t két ann Aotrou, Doué hô zadou.


————

XXXV. PENNAD.


Josias a laka lida ar Pask.


1. Hôgen Josias a réaz Pask ann Aotrou é Jéruzalem : hag hen̄ a oé lazet er pevarzékved eûz ar mîz ken̄ta.

2. Hag hen̄ a lékéaz ar véleien enn hô c’hargou, hag hô aliaz da zervicha é tî ann Aotrou.

3. Komza a réaz ivé oud al Lévited, gan̄t gwiziégez péré é oa en em zan̄télet Israel holl d’ann Aotrou : Likiid ann arc’h é san̄tuar ann templ en deûz savet Salomon, mâb David, roué Israel ; râk n’hé dougot mui : hôgen bréman̄ servichit ann Aotrou hô Toué, hag he bobl a Israel.

4. En em reizit éta hervez hô tiadou hag hô kéren̄tiézou diouc’h rann pép-hini, ével m’en deûz gourc’hémennet David, roue Israel, ha ma en deûz skrivet Salomon, hé vâb.

5. Ha servichit er san̄tuar, hervez ann tiadou ha ban̄dennou al Levited.

6. Ha goudé ma viot bét san̄télet, lazit ar Pask : ha reizit hô preûdeûr, évit ma hellin̄t ôber ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou dre c’hénou Moizez.

7. Josias a rôaz d’ann holl bobl en em gavaz enô é lîd Pask, ein ha menned-gevr eûz ann dropellou, hag eûz ar chatal all, trégon̄t mil, ha tri mil éjenn ; hag hî holl eûz a zanvez ar roué.

8. Hé ofizerien a gennigaz ivé ar péz hô dôa gwéstlet anézhô hô-unan, kenn d’ar bobl, kenn d’ar véleien ha d’al Lévited. Ouc’h-penn-zé Helsias, ha Zac’harias, ha Jahiel, prin̄sed tî ann Aotrou, a rôaz d’ar véleien evid ôber ar Pask daou vil c’houec’h kan̄t eûz a chatal kemmesket, ha tri c’han̄t éjenn.

9. Hôgen Konenias, ha Séméias, ha Natanael hé vreûdeûr, hag ivé Hasabias, ha Jéhiel, ha Jozabad, prin̄sed al Lévited, a rôaz d’al Lévited all, évit lida ar Pask, pemp mil eûz a chatal kemmesket, ha pemp kan̄t éjenn.

10. Goude ma oé aozet pép trâ evit kémen̄t-sé, ar véleien a zavaz enn hô c’harg, hag al Lévited ivé enn hô ban̄dennou, hervez gourc’hémenn ar roué.

11. Lazet é oé éta ar Pask ; hag ar véleien hô-unan a skuḻaz ar goad anézhô, hag al Lévited hô dic’hroc’hennaz.

12. Hag hî hô rannaz, évid hô lôdenna diouc’h ann tiez hag ann tiadou, hag hô c’henniga d’ann Aotrou, ével ma eo skrivet é levr Moizez : eunn hévelep trâ é réjon̄t é-kén̄ver ann éjenned.

13. Hag hî a rôstaz ar Pask war ann tân, ével ma eo skrivet el lézen : hôgen ann hostivou a béoc’h a boazchon̄t é kaoteriou, é pilligou hag é pôdou.

14. Hôgen goudé-zé éc’h aozchon̄t evit-hô hag évid ar véleien ; râg ar véleien a choumaz beteg ann nôz ô kenniga ar sakrifisou-losk hag al lard anézhô : râk-se al Lévited na aozchon̄t évit-hô hag évid ar véleien némét ar ré zivéza.

15. Hôgen ar ganerien, mipien Asaf, a oa ivé énô enn hô sâ hag enn hô reiz hervez gourc’hémenn David, hag Asaf, hag Héman, hag Iditun, proféded ar roué : ar borsierien ivé a évéséé oud ann holl borsiou, hép pellaat é nep préd eûz hô c’harg : râk-sé al Lévited hô breûdeûr a aozaz boéd évit-hô.

16. Holl géélidigez ann Aotrou a oé éta sévénet enn deiz-zé evid ôber ar Pask, hag évit kenniga sakrifisou-losk war aoter ann Aotrou, hervez gourc’hémenn ar roué Josias.

17. Ha bugalé Israel, péré en em gavaz énô, a réaz ar Pask enn amzer-zé, hag a lidaz goél ar bara-dic’hoell é-pâd seiz dervez.

18. Na oé két a Bask hen̄vel oud hé-man̄ enn Israel, abaoé amzer Samuel ar profed : ha na oé hini eûz a rouéed Israel a gémen̄d a réaz ar Pask, ével ma réaz Josias ; hag ar véleien, hag al Lévited, hag holl Juda, hag ar ré holl eûz a Israel en em gavaz enô, hag ar ré a choumé é Jéruzalem.

19. Ar Pask-zé a oé lidet enn triouec’hved bloaz eûz a rén Josias.

20. Goudé m’en dôé Josias aozet ann templ, Néc’haô, roue ann Éjipt, a biñaz évit stourmi out Karkamis, néz ann Eûfratez ; ha Josias a gerzaz évid hé ziarbenna.

21. HAgen Néc’haô a gasaz kannaded d’ézhan̄, péré a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a zô étré té ha mé, roué Juda ? Na zeûann két enn da énep hiriô, hôgen a-énep eunn tî all é vrezélékaann, a-énep péhini en deûz Doué gourc’hémennet d’in kerzout buhan ; éhan éta da énébi oud Doue a zô gan-én̄, gan̄d aoun n’az lazché.

22. Na fellaz két da Josias mon̄t war hé c’hiz ; hôgen en em aoza a réaz évit stourmi out Néc’haô, ha na zélaouaz két ar péz a lavaré d’ézhan̄ a berz Doué ; hag hén̄ a gerzaz bépréd évit stourmi é mésiou Mageddo.

23. Hag énô ô véza bét glazet gan̄t gwarégerien, é lavaraz d’hé bâotred : Va zennit eûz ann emgann, râk gwall c’hlazet ounn.

24. Hag hî a lékéaz anézhan̄ eûz a eur c’harr enn eur c’harr all a oa war hé lerc’h, hervez kîz ar rouéed, hag a gasaz anézhan̄ da Jéruzalem : hag hén̄ a varvaz hag a oé bésiet é béz hé dadou ; hag holl Juda ha Jéruzalem a wélaz diwar hé benn :

25. Ha dreist-holl Jérémias, klemvanou péhini war varô Josias a zô kanet bétég-henn gan̄d ann holl ganerien hag ann holl ganérézed : ha kémen̄t-sé a oé kéméret ével da lézen enn Israel : ha skrived eo er glemvanou.

26. Hôgen ôberiou all Josias, hag hé drugarézou a zô hén̄vel out lézen ann Aotrou.

27. Hag hé holl ôberiou, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levr rouéed Juda hag Israel.


————


XXXVI. PENNAD.


Kéméred eo Jéruzalem, hag ar bobl kaset da Vabilon.


1. Neûzé pobl ar vrô-zé a géméraz Joac’haz, mâb Josias, hag a lékéaz anézhan̄ da roué é léac’h hé dâd é Jéruzalem.

2. Tri bloaz war-n-ugen̄t en dôa Joac’haz pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz tri miz é Jéruzalem.

3. Hôgen roué ann Éjipt ô véza deûet da Jéruzalem, hé dennaz diwar hé drôn, hag a varnaz ar vrô da baéa d’ézhan̄ kan̄t talan̄t arc’han̄t hag eunn talan̄t aour.

4. Hag hén̄ a lékéaz Éliakim, hé vreûr, da roué enn hé léac’h war Juda ha war Jéruzalem ; hag é trôaz hé hanô é Joakim ; hag hén̄ a géméraz Joac’haz hag hé gasaz gan̄t-han̄ d’ann Éjipt.

5. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa Joakim pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz unnék vloaz é Jéruzalem ; hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hé Zoué.

6. Nabukodonosor, roué ar C’haldéed, a biñaz a éneb hé-man̄, hag ô véza hé chadennet, her c’hasaz da Vabilon.

7. Kâs a réaz ivé dî listri ann Aotrou, hag é lékéaz anézhô enn hé dempl.

8. Oberiou all Joakim, hag ar fallagriézou a réaz, hag a oé kavet enn-han̄ a lenneur é levr rouéed Juda hag Israel. Hôgen Joac’him hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

9. Eiz vloaz en dôa Joac’hin pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz tri miz ha dék dervez é Jéruzalem : ôber a réaz ivé ann drouk dirâg ann Aotrou.

10. Hag a-benn eur bloaz, ar roué Nabukodonosor a gasaz brézélidi, péré a zigasaz anézhan̄ da Vabilon, ha gan̄t-han̄ al listri ar ré dalvoudusa eûz a dî ann Aotrou ; hag hén̄ a lékéaz da roué war Juda ha Jéruzalem Sédesias, hé eon̄tr.

11. Eur bloaz war-n-ugen̄t en dôa Sédesias pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz unnék vloaz é Jéruzalem.

12. Ober a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hé Zoué, ha n’en dôé két a zoujan̄s evit Jérémias ar profed, péhini a gomzé out-han̄ a berz ann Aotrou.

13. Pellaad a réaz zô-kén diouc’h ar roué Nabukodonosor, péhini en dôa hé lékéat da doui dré hanô Doue ; hag hén̄ a galédaz hé benn hag hé galoun, évit na zistrôjé mui étrézég ann Aotrou, Doué Israel.

14. Holl brin̄sed ar véleien, hag ar bobl en em rôaz ivé da holl fallagriézou ar brôadou ; hag hî a zaotraz tî ann Aotrou, en dôa san̄télet évit-han̄ é Jéruzalem.

15. Hôgen ann Aotrou, Doué hô zadou, a gasé hé gannaded étrézég enn-hô évid hô c’hélenna diouc’h ar min̄tin, hag héd ann deiz, évit m’hen divijé truez oc’h hé bobl hag oc’h hé dî.

16. Hôgen hî a réaz goab eûz a gannaded Doué, hag a zisprizaz hé c’heriou ; hag hî a wall-gasaz ar brofeded, kén na zavaz drouk enn Aotrou a-énep hé bobl ha na oé mui a barédigez.

17. Râg hén̄ a gasaz war-n-ézhô roué ar C’haldéed, péhini a lazaz gan̄d ar c’hlezé hô dûd-iaouan̄k é tî hé zan̄tuar ; n’en dôé truez nag oud ar paotred-iaouan̄k, nag oud ar plac’hed-iaouan̄k, nag oûd ar ré gôz, nag oud ar ré hir-hoalet : hôgen hén̄ hô lékéaz holl étré hé zaouarn.

18. Holl listri templ ann Aotrou, kenn ar ré vrâz kenn ar ré vihan, ha ten̄zoriou ann templ, hag ar roué hag ar brin̄sed, a oé kaset gan̄t-han̄ da Vabilon.

19. Ann énébourien a zévaz tî ann Aotrou, hag a ziskaraz muriou Jéruzalem : lakaad a réjon̄t ann tân enn holl douriou, hag é tiskarchon̄t kémen̄t tra talvouduz.

20. Ma oa tec’het eur ré diouc’h ar c’hlézé, é oa kaset da Vabilon évit servicha ar roué hag hé vipien, kén na rénché roué ar Bersied ;

21. Ha na vé sévenet ar gér en dôa rôet ann Aotrou dré c’hénou Jérémias, ha na vé lidet gan̄d ar vrô hé zeisiou sabbat ; râg er sabbat é oé é holl zeisiou hé c’hloaz, ken na oé leûniet ann dék vloaz ha tri-ugen̄t.

22. Hôgen er bloaz ken̄ta eûz a Zirus, roué ar Bersied, ann Aotrou, évit sévéni ar gér en dôa lavaret dré c’hénou Jérémias, a géfluskaz kaloun Sirus, roué ar Bersied, péhini a embannaz kémen̄t-man̄ dré skrîd enn hé rouan̄télez holl.

23. Ével-henn é lavar Sirus, roué ar Bersied : Ann Aotrou, Doué ann én̄v, en deûz rôet d’in holl rouan̄télésiou ann douar, hag hén̄ en deûz gourc’hémennet d’in sével eunn tî d’ézhan̄ é Jéruzalem a zô er Judéa. Piou ac’hanoc’h a zô eûz hé bobl ? Ra vézô ann Aotrou, hé zoué gan̄t han̄, ha ra biñô-hén̄.


————