Bibl/Ann Deutéronom

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 200-243)




AN DEUTÉRONOM.


————


I. PENNAD.


Danével verr eûz ar péz a c’hoarvézaz gan̄d am Israélited enn distrô.


1. Chétu ar péz a lavaraz Moizez da holl bobl Israel enn tû-man̄ d’ar Jourdan, enn eur gompézen eûz ann distrô, oud ar môr Rûz, étré Faran, ha Tofel, ha Laban, hag Hasérot, é léac’h ma éz eûz kalz a aour.

2. Unnék dervez-kerz a zô eûz a Horeb dré hen̄t ménez Seir bété Kadez-barné.

3. Enn daou-ugen̄tved bloaz, enn unnékved miz, er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz, é lavaraz Moizez da vugalé Israel kémen̄t en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄ da lavarout d’ézhô,

4. Goudé ma oa bét tréc’het gan̄t-han̄ Séhon, roué ann Amorréed, pé-hini a choumé é Hesébon, hag Og, roué Basan, péhini a choumé é Astarot, hag é Edrai,

5. Enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, é brô Moab. Ha Moizez a zéraouaz diskleria al lézen, ô lavarout :

6. Ann Aotrou hon Doué en deûz komzet ouz-omp é Horeb, ô lavarout : Pell a-walc’h oc’h choumet é-tâl ar ménez-zé :

7. Distrôit, ha deûit étrézé ménez ann Amorréed, hag el lec’hiou all nés, er gompézennou, er ménésiou, enn traon̄iennou war-zû ar c’hrésteiz, hag a-héd aot ar môr, hag é douar Kanaan, hag el Liban, bétég ar stér vrâz Eufrat.

8. Chétu, émé-z-han̄, em eûz rôet ar vrô-zé d’é-hoc’h : ît enn-hi ha perc’hennit ann douar en deûz touet ann Aotrou é rôjé d’hô tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob, ha d’hô gwenn hô-c’houdé.

9. Ha mé a lavaraz d’é-hoc’h enn amzer-zé :

10. Na hellann két ôber-penn d’é-hoc’h va-unan : rag ann Aotrou, hô Toué, en deûz hô kresket é niver, hag éz oc’h hiriô ker stan̄k ha stéred ann en̄v.

11. (Ra greskô c’hoaz ann Aotrou, Doué hô tadou, ann niver-zé eûz a veûr a vîl ; ha ra vennigô ac’hanoc’h ével ma en deûz hé lavaret).

12. Na hellann két va-unan ôber-penn d’hô toaniou, d’hô pec’hiou, ha d’hô strivou.

13. Rôid eûz hô touez tûd fûr ha gwiziek, ha brudet-mâd enn hô preûriézou, évit ma hô likinn da bennou war-n-hoc’h.

14. Neûzé é léverchot d’in : Eunn dra vâd eo a fell d’id da ôber.

15. Hag é kémériz eûz hô preûriézou tûd fûr ha brudet-mâd, hag é likiiz anézhô da brin̄sed, da bennou da vil dén, da gan̄t dén, da han̄ter-kan̄t dén, ha da zék dén, évid deski d’é-hoc’h pép-trâ.

16. Hag é c’hourc’hémenniz d’ézhô, ô lavarout : Sélaouit ar ré a zeûi d’hô kavout, ha barnit anezhô hervez ar wirionez, daoust pé hi a vézô tûd ar vrô pé tûd a ziavéaz brô. (T).

17. Na vézô évid-hoc’h kemm é-béd étré ann dûd : sélaoui a réot ann hini bihan ével ann hini brâz ; ha n’hô pézô azaouez é-béd évid dén, rak da Zoué eo ar varn. Mar kavit eunn dra ré ziez, dougit-hén̄ d’in, ha mé hé zélaouô.

18. Ha mé a c’hourc’hémennaz d’é-hoc’h kémen̄d a dliac’h da ôber.

19. O véza éat-kuît eûz a Horeb, é trémenchomp dré ann distrô brâz hag eûzuz, hoc’h eûz gwélet, dré hen̄t ménez ann Amorréed, hervez m’en dôa ann Aotrou, hon Doué, hé c’hourc’hémennet d’é-omp. Ha pa oemp deûet da Gadez-barné,

20. É liviriz d’é-hoc’h : Chétu c’houi a zô deûet é-tâl ménez ann Amorréed, a dlé ann Aotrou hon Doué da rei d’é-omp.

21. Gwél ann douar a rô d’îd ann Aotrou da Zoué : pîñ ha perc’henn anézhan̄, ével ma en deûz ann Aotrou hon Doué hé lavaret d’az tadou : n’az péz két a aoun ha na zaouzan két.

22. Ha c’houi holl a zeûaz d’am c’havout, hag a lavaraz d’in : Kasomp tûd évit sellout-pîz oud ar vrô ; hag hî a rôi da anaout d’é-omp dré bé hen̄t é tléomp piña, hag étréze pé geriou é tléomp mon̄t.

23. O véza kavet mâd al lavar-zé, é kasiz daouzék dén ac’hanoc’h, unan eûz a béb breûriez.

24. Ar ré-man̄ en em lékéaz enn hen̄t, ha goudé béza tréménet ar ménésiou, é teûjon̄t bété traon̄ien ar Bôd-rézin : ha goudé béza sellet-pîz oud ar vrô,

25. É kémerchon̄t eûz a frouez ann douar, évit diskouéza d’é-omp péger strujuz é oa ; hag ô véza hé zigaset d’é-omp, é léverchon̄t : Mâd eo ann douar a dlé ann Aotrou hon Doué da rei d’é-omp.

26. Ha na fellaz két d’é-hoc’h piña dî ; hag ô véza diskrédik é-kén̄ver gér ann Aotrou hon Doué,

27. En em lékéchot da grôza enn hô teltou, hag é léverchot : Ann Aotrou en deûz kas ouz-omp, ha dré-ze en deûz hon tennet eûz a zouar ann Éjipt, évid hol lakaad étré daouarn ann Amorréed, hag évid hon dispenna.

28. Péléac’h é piñimp-ni ? Ar ré hor bôa kaset hô deûz lékéat ar spoun̄t enn hor c’haloun, ô lavarout : Nivéruz-brâz eo ar bobl, hag ann dûd a zô brasoc’h égéd-omp : hô c’heriou a zô brâz, hag ar môgeriou anézhô a sâv bétég ann én̄v : mipien da Énak hon eûz gwélet énô.

29. Ha mé a lavaras d’é-hoc’h : N’hô pézet két a aoun, ha na spoun̄tit két ra-z-hô.

30. Ann Aotrou hô Toué, péhini eo hô pléñer, a stourmô hé-unan évid-hoc’h, ével ma en deûz gréat enn Éjipt dirâg ann holl.

31. Ha gwélet hoc’h eûz hoc’h-unan enn distrô pénaoz en deûz ann Aotrou hô Toué hô touget, ével ma eo boazet eunn dén da zougen hé vugel, enn holl hen̄t é péhini hoc’h eûz kerzet, kén na oc’h deûet el léac’h-man̄.

32. Ha daoust da gémen̄t-sé, na grédchot két d’ann Aotrou hô Toué,

33. Péhini a iea enn hô raok enn hen̄t, a verké d’é-hoc’h al léac’h é péhini é tliac’h displéga hô teltou ; péhini a ziskouézé d’é-hoc’h ann hen̄t gan̄d ar peûl tân é-pâd ann nôz, ha gan̄d ar peûl koabr é-pâd ann deiz.

34. Pa glevaz ann Aotrou mouéz hô keriou, éz éaz droug enn-han̄, é touaz hag é lavaraz :

35. Hini eûz ar gwall rumm tûd-man̄ na wélô ann douar mâd em bôa touet é rôjenn d’hô tadou ;

36. Némét Kaleb, mâb Jéfoné ; rag hen-nez a wélô anézhan̄, ha mé a rôi d’ézhan̄ ha d’hé vugalé ann douar en deûz moustret gan̄t hé dreid, ô véza ma en deûz heûliet ann Aotrou.

37. Né két souézuz buanégez ann Aotrou oud ar bobl, pa eo gwîr pénaoz ô vuanékaat ivé ouz-in enn abek d’é-hoc’h, é lavaraz : Ha té ivé na d-i két dî :

38. Hôgen Jozué, mâb Nun da zervicher, hen-nez a iélô dî enn da léac’h ; ali ha kréva anézhan̄, rag hén̄ eo a rannô ann douar dré ar sort étré bugalé Israel.

39. Hô pugaligou diwar-benn péré hoc’h eûz lavaret pénaos é vijen̄t kaset é sklavérez, hag hô pugalé péré na ouzon̄t két hirio anaout ar mâd diouc’h ann drouk, hî a iélô ébarz : ha mé a rôi d’ézhô ann douar-zé, hag hî a berc’hennô anézhan̄.

40. Hôgen c’houi, distrôit, hag it d’ann distrô dré hen̄d ar môr Rûz.

41. Ha c’houi a lavaraz d’in : Péc’het hon eûz a-éneb ann Aotrou : piña a raimp, hag en em ganna a raimp, ével ma en deûz hé c’hourc’hémennet ann Aotrou hon Doué. Ha pa gerzac’h gan̄d hoc’h armou étrézég ar ménez,

42. Ann Aotrou a lavaraz d’in : Lavar d’ézhô : Na biñit két, ha n’en em gannit két ; rak n’émounn mui gan-é-hoc’h ; gan̄d aoun na gwézchac’h dirâg hoc’h énébourien.

43. Hé lavarout a rîz d’é-hoc’h, ha na zélaouchot két ac’hanoun ; hôgen oc’h énébi out gourc’hémenn ann Aotrou, ha stambouc’het gan̄d ar balc’hder, é piñchot war ar ménez.

44. Hôgen ann Amorréed, péré a choumé war ar ménésiou, a ziskennaz, a ziambrougaz ac’hanoc’h, hag en em lékéaz war hô lerc’h, é-c’hîz ma en em laka peûrvuia ar gwénan, hag hô tispennaz adalek Seir bétég Horma.

45. O véza distrô, pa en em lékéchot da wéla dirâg ann Aotrou, na zélaouaz két ac’hanoc’h, ha na aotréaz két hô péden.

46. Choum a réjot éta pell-amzer é Kadez-barné.


————


II. PENNAD.


Ergerz ann Israélited adalek Kadez-barné bété brô Séhon.


1. O vézâ éat-kuît ac’hanô, é teûjomp d’ann distrô a gâs d’ar môr Rûz, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou d’in : ha ni a gerzaz pell-amzer war-drô da vénez Seir.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in :

3. Kerzet a-walc’h hoc’h eûz war-drô d’ar ménez-zé : It bréma war-zû ann han̄ter-nôz :

4. Ha gourc’hémenn d’ar bobl, ô lavarout : Tréménout a réot war harzou hô preûdeûr, bugalé Ézau, péré a choum é Seir, hag hî a zoujô ac’hanoc’h.

5. Likid évez mâd éta na dagac’h anézhô ; rak na rôinn két d’é-hoc’h eûz hô brô kémen̄t ha ma hell da vac’ha eunn troad hép-kén ; ô véza ma em eûz rôet ménez Seir é kers da Ézau.

6. Préna a réot boéd digan̄t-hô gan̄d arc’han̄t, hag é tebrot : préna a réod ivé dour, hag éc’h évot.

7. Ann Aotrou da Zoué en deûz da venniget é holl labouriou da zaouarn. Hén̄ a wié pénaoz é tléac’h treûzi ann distrô brâz-zé : é-pâd daou-ugen̄t vloaz eo bét choumet ann Aotrou, da Zoué, gan-éz, ha n’eo diouéret nétrâ d’id.

8. Ha goudé ma hor bôé tréménet dré zouar bugalé Ézau, hor breûdeûr, péré a choumé é Seir, ô kerzout dré hen̄t kompézen Élat hag Asiongaber, é teûjomp d’ann hen̄t a gâs da zistrô Moab.

9. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : N’en em ganni két oud ar Voabited, ha na rî két a vrézel out-hô : rak na rôinn d’é-hoc’h tamm é-béd eûz hô douar ; ô véza ma em eûz rôet Ar é kers da vugalé Lot.

10. (Ann Émimed a zô bét ar ré gen̄ta ô choum er vrô-zé, pobl brâz ha galloudek, ha kenn uc’hel, ma oan̄t kéméret évit béza eûz a wenn Énak,

11. Ével al lan̄gouineien : rag hén̄vel é oan̄t out bugalé Énak. Enn-divez ar Voabited a c’halv anézhô Émimed.

12. Hôgen é Seir é choumé da gen̄ta ann Horreed ; ha pa oen̄t bét kaset-kuît ha dispennet, bugalé Ézau a choumaz énô, ével ma en deûz gréat Israel é douar hé berc’henniez, en deûz rôet ann Aotrou d’ézhan̄.)

13. Neûzé é savchomp évit treûzi froud Zared, hag é teûjomp étrézég enn-hi.

14. Hôgen ann amzer a lékéjomp évit kerzout eûz a Gadez-barné béte ma oé treûzet gan-é-omp froud Zared, a oé eûz a eiz bloaz ha trégon̄t, kén na oé bévézet eûz a greiz ar c’hamp ann holl rumm eûz ar vrézélidi ken̄ta, ével m’en dôa touet ann Aotrou.

15. Rag hé zourn a zô bét enn hô énep, évid hô lakaad da vervel eûz a greiz ar c’hamp.

16. Pa oé marô ann holl vrézélidi-zé,

17. Ann Aotrou a gomzaz ouz-in, ô lavarout :

18. Hiriô é tréméni harzou Moab, hag ar géar hanvet Ar :

19. Ha pa dôstai oud douar bugalé Ammon, laka évez na stourmi két out-hô, ha na vrézélékai két enn hô énep ; rak na rôinn nétrâ d’é-hoc’h eûz a zouar bugalé Ammon, ô véza ma em eûz hé rôet é kers da vugalé Lot

20. (Ével douar al lan̄gouineien eo sellet ; ha gwéchall é choumé enn-han̄ al lan̄gouineien, a zô hanvet Zomzommimed gan̄d aon Ammonited ;

21. Eur bobl brâz ha paot oa, hag uc’hel a gorf, ével ann Énakied, hag en deûz bévézet ann Aotrou a zirâg ann Ammonited, péré en deûz lékéat da choum énô enn hô léac’h.

22. Ével m’en dôa gréat é-kénver bugalé Ézau, péré a choum é Seir, pa vévézaz ann Horréed, hag é rôaz ô brô d’ar ré-man̄, péré a zô choumet enn-hi bétég-henn.

23. Ann Hévéed ivé, péré a choumé é Hasérim bété Gaza, a oé kaset-kuît ac’hanô gan̄d ar C’happadosied, péré ô véza deûet eûz ar C’happados a vévézaz anézhô hag a zeûaz da choum enn hô léac’h.

24. Savit, ha treûzit froud Arnon : chétu em eûz lékéat enn da zourn Séhon, ann Amonréad, roué Hesébon : kéa da berc’henna hé vrô, ha grâ ar brézel out-han̄.

25. Hiriô é téraouinn lakaad ar spoun̄t hag ann heûz ra-z-od é-touez ar boblou a choum dindân ann én̄v holl : évit pa glevin̄t da hanô, ma teûin̄t da gréna, ha ma vézin̄t dalc’het gan̄d ar skrij ha gan̄d ar c’hloaz é doaré eur c’hrég é gwilioud.

26. Kâs a riz éta, eûz a zistrô Kadémot, kannaded étrézé Séhon, roué Hesébon, gan̄t geriou a béoc’h, ô lavarout :

27. Dré da zouar é tréménimp ; dré ann hen̄t brâz é kerzimp : na drôimp nag a zéou nag a gleiz.

28. Gwerz d’é-omp boéd évid arc’han̄t, ma tebrimp, ha rô dour d’é-omp évid arc’han̄t, mac’h évimp. Hol lez hép-kén da dréménout dré da vrô,

29. Ével ma hô deûz gréat bugalé Ézau, péré a choum é Seir, hag ar Voabited, péré a choum é Ar ; kén na vézimb éat oud ar Jourdan, ha ma vézimp tréménet enn douar a dlé da rei d’e-omp ann Aotrou hon Doué.

30. Hôgen Séhon, roué Hesébon, na fellaz két d’ézhan̄ hol lézel da dréménout : ô véza m’en dôa ann Aotrou da Zoué kalédet hé spéred, ha stardet hé galoun, évit ma vijé lékéat étré da zaouarn, ével ma wélez bréman̄.

31. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Chétu em eûz déraouet lakaat Séhon hag hé vrô étré da zaouarn, déraou ivé piaoua ar vrô-zé.

32. Neûzé Séhon a zeûaz da ziarbenna ac’hanomp gan̄d hé holl bobl, évit stourmi ouz-omp é Jasa.

33. Hag ann Aotrou hon Doué hel lékéaz étre hon daouarn : ha ni a ziarbennaz anézhan̄, hag hé vipien, hag holl bobl.

34. Enn hévéleb amzer é kémerchomp hé holl geriou, é lazchomp ann dûd holl a oa enn-hô, ar oazed, ar merc’hed, hag ar vugalé ; ha na lézchomp nétrâ enn-hô.

35. Miroud a réjomp koulskoudé al loéned, péré a oé da lôd d’ar ré hô dôa hô freizet ; ha diwisk ar c’heriou hor bôa kéméret,

36. Adaleg Aroer, péhini a zô out froud Arnon, eur géar en em gav enn draon̄ien, bété Galaad. Na oé oa bourc’h na kéar a gémen̄t a hellaz tec’hout diouc’h hon daouarn : ann Aotrou hon Doué hô rôaz holl d’é-omp ;

37. Némét douar bugalé Ammon, out péhini n’omp két tostéet ; ha kémen̄d a zô war-harz froud Jébok, ha keriou ar ménésiou, hag ann holl lec’hiou é péré en dôa ann Aotrou hon Doué difennet d’é-omp mon̄t.


————

III. PENNAD.


Brézel a-éneb Og, roué Basan. Doué a zinac’h da Voizez mon̄d enn douar gwéstlet.


1. Râk-sé é trôjomp, hag é piñchomp dré hen̄t Basan ; hag Og, roué Basan, a zeûaz da ziarbenna ac’hanomp gan̄d hé holl bobl, évit stourmi ouz-omp é Edrai.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : N’az péz kéd a aoun ra-z-han̄ ; râk lékéad eo bét étré da zaouarn gan̄d hé holl bobl hag hé zouar : ha té a rai d’ézhan̄ ével ma éc’h eûz gréat da Zéhon, roué ann Amorréed, péhini a choumé é Hesébon.

3. Ann Aotrou hon Doué a lékéaz éta ivé étré hon daouarn Og, roué Basan, hag hé holl bobl ; hag hô lazchomp hép ma choumaz hini anézhô ;

4. Hag enn hévéleb amzer é wastchomp hô holl geriou : na dec’haz kéar é-béd diouc’h hon daouarn ; tri-ugen̄t kéar a gémerchomp, hag holl vrô Argob, péhini é oa rouan̄télez Og é Basan.

5. Ann holl geriou-zé a oa krévéet gan̄t muriou uc’hel, gan̄t persier ha barriñer, hép nivéri kals a geriou péré n’hô dôa két a vuriou.

6. Hô gwasta a réjomb holl, ével ma hor bôa gréat da Zéhon, roué Hesébon, ô tiskara hô holl geriou, ô laza ar oazed, ar merc’hed hag ar vugalé.

7. Hôgen preiza a réjomb évid-omp al loéned ha diwisk ar c’heriou.

8. Ha nî a géméraz enn amzer-zé ar vrô eûz ann daou roué ann Amorréed, péré a oa enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, adalek froud Arnon bété ménez Hermon,

9. A zô hanvet Sarion gan̄d ar Sidonied, ha Sanir gan̄d ann Amorréed ;

10. Hag ann noll geriou a zô er gompézen, hag holl vrô Galaad, ha Basan bété Selc’ha hag Édrai, keriou eûz a rouan̄télez Og é Basan.

11. Rag Og, roué Basan, a oa choumet hé-unan̄ eûz a wenn al lan̄gouinéien. Diskouéza a réeur c’hoaz hé wélé houarn é Rabbat, kéar da vugalé Ammon ; gwélé péhini en deûz naô ilinad a héd, ha pévar ilinad a led hervez men̄t ilin eunn dén.

12. Piaoua a réjomb éta neûzé ar vrô-zé, adaleg Aroer, péhini a zô war ribl froud Arnon, bété kreiz ménez Galaad : hag é rôiz ar c’heriou anézhi da Ruben ha da C’had.

13. Hôgen ann han̄ter all eûz a C’halaad, hag holl vrô Basan a oa rouan̄télez Og, hag holl vrô Argob a rôiz da han̄ter-vreûriez Manasé. Ann holl vrô Basan-zé a zô hanvet douar al lan̄gouinéien.

14. Jair, mâb Manasé, en deûz bét holl vrô Argob, bétég harzou Gésuri ha Mac’hati. Hanvet en deûz diouc’h hé hanô Basan, Havot-Jair, da lavaroud eo, bourc’hiou-Jair, ével ma in̄t c’hoaz galvet bréman̄.

15. Da Vac’hir é rôiz ivé Galaad.

16. Hôgen da vreûriézou Ruben ha Gad é rôiz lôd eûz a vrô C’halaad, bété froud Arnon, bété kreiz ar froud, hag hé harzou bété froud Jébok, péhini eo harzou bugalé Ammon ;

17. Ha kompézen ann distrô, a-héd ar Jourdan, hag harzou Kénéret bété môr ann distrô, péhini eo ar môr sall-brâz, ha bété troad ménez Fasga, war-zû ar sâv-héol.

18. Ha mé a c’hourc’hémennaz d’é-hoc’h ann amzer-zé, ô lavarout : Ann Aotrou hô Toué a rô d’é-hoc’h ann douar-man̄ é digwéz ; en em aozit éta évit mon̄d a-raog hô preûdeûr, bugalé Israel, c’houi holl dûd kré :

19. O lézel war hô lerc’h hô kragez, hô pugalé, hag hô loéned. Râg gouzoud a rann penaoz hoc’h eûz kalz a chatal, ha pénaoz é tléon̄t choum er c’heriou em eûz rôet d’é-hoc’h,

20. Kén na rôi ann Aotrou ann éhan d’hô preûdeûr, evel ma en deûz hé rôet d’é-hoc’h ; ha kén n’hô dévézô hô-unan ann douar a dlé da rei d’ezhô enn tû all d’ar Jourdan. Neûzé pép-hini ac’hanoc’h a zistrôi d’ann douarou em eûz rôet d’é-hoc’h é kers.

21. Enn amzer-zé é c’hourc’hémenniz ivé da Jozué, ô lavaroud : Da zaoulagad hô deûz gwélet pétrâ en deûz gréat ann Aotrou hô Toué d’ann daou roue-zé : évél-sé é rai d’ann holl rouan̄télésiou dré béré é tréméni.

22. N’az péz kéd a aoun ra-z-hô ; râg ann Aotrou hô Toué a stourmô évid-hoc’h.

23. Ha mé a bédaz ann Aotrou enn amzer-zé, ô lavarout :

24. Aotrou Doué, déraouet éc’h eûz diskouéza d’az servicher da Veûrded ha da c’halloud ; râk n’eûz Doué all é-héd nag enn én̄v, na war ann douar, a helfé ôber ar péz a réz, ha kaout eunn ners kévatal d’as hini.

25. Va lez éta da dreûzi ar Jourdan, ma wélinn ann douar kér mad-zé a zô enn tû all, hag ar ménez ker c’houék-zé, hag al Liban.

26. Hag ann Aotrou ô véza droug enn-han̄ ouz-in enn abek d’é-hoc’h, na zélaouaz két ac’hanoun : hôgen lavaroud a réaz d’in : A-walc’h eo d’id ; na gomz mui pelloc’h d’in eûz a gémen̄t-sé.

27. Piñ war lein ménez Fasga, ha trô da zaoulagad trô-war-drô, war-zû ar c’hûs-héol, hag ann han̄ter-nôz, hag ar c’hrésteiz, hag ar sâv-héol, ha sell ; râk na dreûzi két ar ster Jourdan-zé.

28. Gourc’hémenn da Jozué, ha nerz ha kréva anézhan̄ ; râg hén̄ eo a iélô a-raog ar bobl-man̄, hag a rannô évit-hô ann douar a wélez.

29. Hag é choumchomp enn draon̄ien rag-énep da dempl Fogor.


————


IV. PENNAD.


Moizez a erbéd ar bobl da zen̄ti out gourchémennou ann Aotrou.


1. Ha bréma, Israel, sélaou ar c’hélennou hag ar barnédigézou a zeskann d’id ; évit ma hô mirot, ha ma vévot ; ha ma hô pézô ann douar é péhini éz ît, a dlé ann Aotrou, Doué hô tadou, da rei d’é-hoc’h.

2. Na lékéot nétrâ ouc’h-penn d’ar gér a lavarann d’é-hoc’h, ha na lamot nétrâ anézhan̄. Mirit gourc’hémennou ann Aotrou, hô Toué, em eûz kémennet d’é-hoc’h.

3. Hô taoulagad hô deûz gwélet kémen̄d en deûz gréat ann Aotrou out Béelfégor ; ha pénaoz en deûz brévet eûz hô touez he holl azeûlerien.

4. Hôgen c’houi péré hoc’h eûz heûliet ann Aotrou hô Toué, émoc’h béô holl bétég hiriô.

5. C’houi a oar pénaoz em eûz desket d’é-hoc’h ar c’hélennou hag ar barnédigézou, ével ma en deûz ann Aotrou va Doué hé c’hourc’hémennet d’in : ével-sé é réot anézhô ivé enn douar a dléit da gaout :

6. Hag é mirot hag é sévénot anézhô dré hoc’h ôberiou. Râg énô éma hô furnez hag hô poell dirâg ar boblou, évit pa glevin̄t ann holl lézennou-zé, é livirin̄t : Chétu eur bobl fûr ha poellek, eur vrôad vrâz.

7. N’eûz bobl all é-béd, daoust péger braz eo, a gémen̄d é défé douéed a dôsta out-hî, ével ma éma hon Doué enn hon touez é-pad hon holl bédennou.

8. Râk péhini eo ar bobl, daoust péger brudet eo, a gémen̄d é deûz lidou ha barnédigézou gwirion, hag eul lézen holl, ével ar re a likiinn hiriô dirâg hô taoulagad ?

9. En em vir éta da-unan, ha diwall da éné gan̄d évez. Na an̄kounac’ha két ann traou hô deûz gwélet da zaoulagad, ha n’az éan̄t két er-méaz eûz da galoun é-pâd ann holl zeisiou eûz da vuez. Hô deski a rî d’as vipien ha da vipien da vipien,

10. Adaleg ann deiz é péhini out savet dirâg ann Aotrou da Zoué é Horeb, pa gomzaz ann Aotrou ouzin, ô lavarout : Dastum ar bobl dira-z-oun, évit ma klevin̄t va geriou, ha ma teskin̄t va douja é keid amzer ma vévin̄t war ann douar, ha ma hô deskin̄t d’hô bugalé.

11. Hag é tôstéchot out traon̄ ar ménez, pehini a loské bétég ann én̄v, hag a oa gôlôet a dévalien, hag a goabr, hag a vrumen.

12. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz-hoc’h eûz a greiz ann tân. C’houi a glevaz mouéz hé c’heriou, hôgen na wélchot doaré é-béd.

13. Hag hén̄ a ziskouézaz d’é-hoc’h hé gévrédigez, a c’hourc’hémennaz d’é-hoc’h da virout, hag ann dék gourc’hemenn a skrivaz war ann diou daolen véan.

14. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’in enn amzer-zé ma teskchenn d’é-hoc’h al lidou hag ar barnédigézou a dléod da ôber enn douar a dléit da gaout.

15. Diwallid éta hoc’h énéou gan̄d évez. N’hoc’h eûz gwélet doaré é-béd enn deiz é péhini en deûz komzet ann Aotrou ouz-hoc’h é Horeb eûz a greiz ann tân :

16. Gan̄d aoun na vec’h touellet, ha na rafac’h d’é-hoc’h doaréou kizellet, pé skeûdennou goâz pé vaouez,

17. Pé skeûdennou al loéned a zô war ann douar, pé ann evned a nîj dindân ann én̄v,

18. Pé eûz al loéned-stlej a fin̄v war ann douar, pé eûz ar pésked a zo enn doureier dindân ann douar :

19. Gan̄d aoun na zavchez da zaoulagad étrézég ann én̄v, hag ô kwélout ann héol hag al loar, hag holl stéred ann én̄v, na vijez touellet, ha na zeûjez da azeûli anézhô, ha da gééla ann traou en deûz krouet ann Aotrou da Zoué évit servich ann holl vrôadou a zô dindân ann én̄v.

20. Hôgen ann Aotrou en deûz hô kéméret, hag hô tennet eûz a fornigel houarn ann Éjipt, évit ma en divijé eur bobl é digwéz, ével ma éma hiriô.

21. Hag ann Aotrou a zavaz drouk enn-han̄ ouz-in enn abek d’hô klemmou, hag a douaz pénaoz na dreûzchenn két ar Jourdan, ha na d-ajenn két er vrô vâd-meûrbed-zé, a dlé da rei d’é-hoc’h.

22. Chétu é varvinn el léac’h-man̄, ha na dreûzinn két ar Jourdan : hôgen c’houi a dreûzô anézhî, hag hô pézô ar vrô vâd-meûrbed-zé.

23. Laka évez na an̄kounac’hi bikenn kévrédigez ann Aotrou da Zoué, en deûz gréat gan-éz ; ha na rajez d’id doaréou kizellet gan̄d ann traou en deûz berzet ann Aotrou da ôber :

24. Râg ann Aotrou da Zoué a zô eunn tân gwastuz hag eunn Doué oazuz.

25. Mar teû d’é-hoc’h mipien ha mipien biban, ha mar choumit pell enn douar- hag ô véza bét touellet, mar grîd d’éhoc’h eunn doaré-bennâg oc’h ôber drouk dirâg ann Aotrou hô Toué, évid hé lakaad da von̄t drouk enn-han̄ :

t6. Mé a c’halvô hiriô da dést ann én̄v hag ann douar, pénaoz é viot abars-némeûr disman̄tret eûz ann douar, a dléit da gaout pa hô pézô treûzet ar Jourdan : na choumot két pell-amzer enn-han̄, hôgen ann Aotrou hô pévézô,

27. Hag hô skiñô é-mesk ann holl boblou ; ha nébeûd ac’hanoc’h a choumô é-mesk ar brôadou, é péré é tlé ann Aotrou hô kâs.

28. Hag énô é kéélot Douéed gréat gan̄d dourn ann dûd, prenn ha mein, péré na wélon̄t két, na glevon̄t két, na zebron̄t két, na c’houésaon̄t két.

29. Ha mar klaskez énô ann Aotrou da Zoué, é kavi anézhan̄ ; gan̄t ma her c’hlaski a greiz da galoun, hag é holl van̄tr da éné.

30. Goudé ma vézô bét c’hoarvézet gan-éz kémen̄d a zô bét diouganet enn amzer zivéza, é tistrôi oud ann Aotrou da Zoué, hag é sélaoui hé vouéz,

31. O véza ma eo ann Aotrou da Zoué, eunn Doué trugarézuz ; n’as tilézô két, ha n’as bévezô két a-grenn, ha na an̄kounac’hai két ar gévrédigez en deûz touet d’as tadou.

32. Goulenn digan̄d ann deisiou ken̄t a zô bét enn da raok, abaoé ann deiz é péhini en deûz Doué krouet ann dén war ann douar, eûz ann eil penn d’ar penn all eûz ann én̄v, mar d-eo c’hoarvézet eunn hévélep trâ, ha mar d-eo bét klevet biskoaz,

33. Pénaoz en défé klevet eur bobl mouéz Doué a gomzé eûz a greiz ann tân, ével ma éc’h eûz klevet, ha té béô ;

34. Pénaoz é vijé deûet Doué, hag en divijé kéméret évit-han̄ eur bobl eûz a greiz ar brôadou, gan̄d arnodou, gan̄d arwésiou, ha gan̄t burzudou, gan̄t stourm, ha gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet, ha gan̄t gwelédigésiou eûzuz, hervez kémen̄t en deûz gréat ann Aotrou hô Toué évid-hoc’h enn Éjipt, dirâk da zaoulagad,

35. Évit ma oufez pénaoz ann Aotrou zô Doué hé-unan, ha pénaoz n’eûz Doué all némét-han̄.

36. Lékéat en deûz d’id klévoud hé vouéz eûz ann én̄v évid da zeski, ha diskouézet en deûz d’id war ann douar hé dân brâz-meûrbéd, ha klevet éc’h eûz hé c’heriou eûz a greiz ann tân ;

37. O véza ma en deûz karet da dadou, ha ma en deûz dilennet hô gwenn war hô lerc’h. Ha da dennet en deûz eûz ann Éjipt, ô kerzout enn da raok, gan̄d hé c’halloud brâz,

38. Évit ma vévézché brôadou brâz-meûrbéd ha kréoc’h égéd-oud p’az ajez ébarz ; évid da lakaad da von̄d ébarz, ha rei d’id hô brô é kers, ével ma wélez hiriô.

39. Gwéz éta hiriô, ha menn enn da galoun, pénaoz ann Aotrou zô Doué hé-unan enn én̄v a-ûz, ha war ann douar a-îz, ha pénaoz n’eûz kéd a Zoué all.

40. Mîr hé gélennou hag hé c’hourc’hémennou a gémennann d’id ; évit ma teûi vâd d’id, ha d’as pugalé da-c’houdé, ha ma choumi pell-amzer war ann douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id.

41. Neûzé Moizez a rannaz teir c’héar enn tû-man̄ eûz ar Jourdan war-zû ar sâv-béol,

42. Evit ma tec’hô enn-hô néb en dévézô lazet hé nésa a-énéb hé ioul, hag héb béza bét énébour dézhan̄ ken̄t nag enn eunn deiz nag enn eunn all, ha ma hellô tec’hout hé-unan eûz ar c’heriou-zé :

43. Bosor enn distrô, péhini a zô diazézet er gompézen zouar eûz a vreûriez Ruben ; ha Ramot é Galaad, a zô eûz a vreûriez Gad ; ha Golan é Basan a zô eûz a vreûriez Manasé.

44. Chéta aman̄ al lézen a lékéaz Moizez dirâk bugalé Israel :

45. Ha chétu aman̄ ann testéniou, hag al lidou, hag ar barnédigézou, a lavaraz da vugalé lsrael, goudé ma oan̄t deûet er-méaz eûz ann Éjipt,

46. Enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, enn draon̄ien a zô râg-énep da dempl Fogor, é brô Sébon, roué ann Amorréed, péhini a choumé é Hesébon, hag a zô bét dispennet gan̄t Moizez. Ha bugalé Israel, goude béza deûet er-méaz eûz ann Éjipt,

47. A biaouaz hé vrô, ha brô Og, roué Basan, daou roué ann Amorréed, péré a oa enn tû-man̄ d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol ;

48. Adaleg Aroer, a zô diazézet war ribl froud Arnon, bété ménez Sion, a hanver ivé Hermon,

49. Ann holl gompézen enn tû-man̄ d’ar Jourdan war-zû ar sâv-héol, bété môr ann distrô, ha bété traon̄ ménez Fasga.


————


V. PENNAD.


Moizez a zigas da goun d’ar bobl ann dég gourc’hémenn.


1. Ha Moizez a c’halvaz holl Israel, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaou, Israel, al lidou hag ar barnédigézou a rôann hiriô da glevout d’é-hoc’h : deskit-hô, ha sévénit-hô.

2. Ann Aotrou hon Doué en deûz gréat kévrédigez gan-é-omp é Horeb.

3. Né két gan̄d hon tadou en deûz gréat kévrédigez, hôgen gan-é-omp, nî péré a zô, hag a vev hiriô.

4. Dremm-ouc’h-dremm en deûz komzet ouz-omp war ar ménez eûz a greiz ann tân.

5. Mé a oé enn amzer-zé unvaner hag han̄térour étré ann Aotrou ha c’houi, évit rei da anaout d’é-hoc’h hé c’heriou, râk c’houi hô pôé aoun râg ann tân, ha na biñchot két war ar ménez ; hag hén̄ a lavaraz :

6. Mé eo ann Aotrou da Zoué, en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt, eûz a vrô ar sklavérez.

7. N’az pézô kéd a Zoué all dira-z-oun.

8. Na rî kéd a skeûden évid-oud, na taolen é-béd eûz ar péz a zô enn én̄v a-ûz, ha war ann douar a-îz, nag eûz ar péz a zô enn doureier dindân ann douar.

9. N’hô azeûli két, ha na lidi két anézhô. Râk mé eo ann Aotrou da Zoué, Doué oazuz, péhini a zistol fallagriez ann tadou war ar vugalé bétég ann trédé hag ar pevaré rumm eûz ar ré a gasa ac’hanoun ;

10. Hag a ra trugarez a-héd mil rumm d’ar ré am c’hâr, hag a vîr va gourchémennou.

11. Na géméri két hanô ann Aotrou da Zoué enn-aner ; râk na vézô két digastiz néb en dévézô kéméret hé hanô diwar-benn eunn dra wân.

12. Mir deiz ar sabbat, évit ma san̄téli anézhan̄, ével ma en deûz ann Aotrou da Zoué hé c’hourc’hémennet d’id.

13. É-pâd c’houec’h dervez é labouri, hag é ri da holl labouriou.

14. Ar seizved deiz eo ar sabbat, da lavaroud eo, éhan ann Aotrou da Zoué. Na rî labour é-béd, enn-han̄, té, na da vâb, na da verc’h, na da vével, na da vatez, na da éjenn, na da azen, nag hini eûz da loéned, nag ann diavésiad a vézô enn hô touez, évit ma éhanô da vével ha da vatez, ével-d-oud da-unan.

15. As péz koun pénaoz oud bét sklâv da-unan enn Éjipt, ha pénaos ann Aotrou da Zoué en deûz da dennet ac’hanô gan̄d eunn dourn kré, hag eur vréac’h astennet. Râk-sé eo en deûz gourc’hémennet d’id mirout deiz ar sabbat.

16. Énor da dâd ha da vamm, ével ma eo deûz ann Aotrou da Zoué hé c’hourc’hémennet d’id, évit ma vévi pell-amzer, ha ma teûiô pep tra da vâd d’id enn douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id.

17. Na lazi két.

18. Na gouézi két enn avoultriez.

19. Na laéri két.

20. Na zougi két a desténi é-gaou a-énep da nésa.

21. Na c’hoan̄tai két grég da nésa, nag hé dî, nag hé bark, nag hé vével, nag hé vatez, nag hé éjenn, nag hé azen, na nétrâ eûz a gémen̄t a zô d’ézhan̄.

22. Ann Aotrou a lavaraz ar geriou-zé d’é-hoc’h holl dastumet war ar ménez, eûz a greiz ann tân, ar c’hoabr, hag ann devalien, gan̄d eur vouéz gré, hép lavarout nétrâ ouc’h-penn ; hag é skrivaz anézhô war ziou daolen véan a rôas d’in.

23. Hôgen c’houi goudé ma hô pôé klevet ar vouéz eûz a greiz ann dévalien, ha ma hô pôé gwélet ar ménez ô leski, é teûjot d’am c’havout, hag holl brin̄sed ar breûriézou, hag ann hénaoured, hag é léverchot :

24. Chétu ann Aotrou hon Doué en deûz diskouézet d’é-omp péger brâs ha pégen huel eo (T) : hé vouéz hon eûz klevet eûz a greiz ann tân ; hag hon eûz anavézet hiriô pénaoz en deûz komzet Doué oud eunn dén, hag eo béô ann dén.

25. Pérâg éta é varvimp-ni, hag é teûi ann tân brâz-zé d’hor gwasta ? Râk mar klevomp pelloc’h mouéz ann Aotrou hon Doué, é varvimp.

26. Râk pétrâ eo ann holl gîk, ma klevô mouéz ann Doué béô, péhini a gomz eûz a greiz ann tân, ével ma hon eûz klevet, hag a hellô béva ?

27. Tôsta té ken̄toc’h, ha sélaou kémen̄d a lavarô d’id ann Aotrou hon Doué ; ha té a gomzô ouz-omp, ha ni her c’hlevô hag her grai.

28. Pa glevas ann Aotroù kémen̄t-sé, é lavaraz d’in : Klevet em eûz mouéz ar bobl-sé hag ar geriou en deûz lavaret d’id : lavaret mâd eo bét holl gan̄t-hô.

29. Piou a rôi d’ézhô eunn hévélep skian̄t ma toujin̄t ac’hanoun, ha ma virin̄t va holl c’hourc’hémennou é péb amzer, évit ma teûiô pep tra da vâd d’ézhô ha d’hô mipien da-vikenn ?

30. Kéa, ha lavar d’ézhô : Distrôit d’hô teltou.

31. Hôgen té, choum aman̄ gan-én̄, ha mé a lavarô d’id va holl c’hourc’hémennou, hag al lidou, hag ar barnédigézou ; hô deski a rî d’ézhô, évit ma hô grain̄t enn douar a rôinn d’éz-hô é kers.

32. Mirid éta ha grîd ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou Doué d’é-hoc’h : na zistrôot nag a zéou, nag a gleiz :

33. Hôgen kerzout a réot dré ann hen̄t en deûz gourc’hémennet ann Aotrou hô Toué d’é-hoc’h, évit ma vévot, ha ma vézô vâd d’é-hoc’h, ha ma vézô astennet hô teisiou é douar hô kers.


————

VI. PENNAD.


Moizez a erbéd ar bobl da garout Doué a greiz kaloun, ha da virout hé lézen.


1. Chétu aman̄ ar c’hélennou, hag al lidou, hag ar barnédigézou, en deûz gourc’hémennet ann Aotrou hô Toué d’in da zeski d’é-hoc’h, évit ma hô gréot enn douar é péhini é tléit da dréménout, hag a vezô enn hô kers :

2. Évit ma touji ann Aotrou da Zoué, ha ma viri hé holl gélennou hag hé c’hourc’hémennou, a gémennann d’id, ha d’as vipien, ha da vipien da vipien, é-pâd ann holl zeisiou eûz da vuez, évit ma vézô hirréet da vuez.

3. Sélaou, Israel, ha laka évez da ôber ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou d’id, évit ma vézô vâd d’id, ha ma kreski é niver mui-oc’h-vui, ével ma en deûz lavaret ann Aotrou, Doué da dadou, é rôjé d’id eunn douar é péhini é tivérché léaz ha mél.

4. Sélaou, Israel, ann Aotrou hon Doué, a zô ann Aotrou hép-kén.

5. Karoud a ri ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun, hag a greiz da éné, hag a greiz da ners :

6. Hag ar geriou-man̄, a c’hourc’hémennann d’id hiriô, a vézô enn da galoun :

7. Ha té a zanévellô anézhô d’as pugalé ; hag az pézô sonch enn-hô pa vézi azézet enn da dî, ha pa gerzi enn hen̄t, pa gouski, ha pa zavi.

8. Hag é éréi anezhô ével eunn arouéz enn da zourn ; hag hî a vézô hag a luc’hô étré da zaoulagad.

9. Hag é skrivi anézhô war dreûzou ha war zôr da dî.

10. Ha pa en dévézô ann Aotrou da Zoué da lékéat da von̄t enn douar, évit péhini en deûz touet d’az tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob ; ha ma en dévézô rôet d’id keriou brâz ha mâd-meûrbéd, péré n’éc’h eûz két diazézet,

11. Tiez leûn a bép madou, péré n’éc’h eûz két savet ; pun̄sou, péré n’ec’h eûz két toullet ; parkou gwini ha parkou olivez, péré n’éc’h eûz két plantet,

12. Ha m’az pézô debret, ha m’az pézô bét da walc’h :

13. Laka évez mâd na zeûfez da an̄kounac’haat ann Aotrou, péhini en deûz da dennet eûz a vrô ann Éjipt, eûz a vrô ar sklavérez. Douja a ri ann Aotrou da Zoué, ha na zervichi némét-han̄, ha dré hé hanô é toui.

14. N’az éot két war-lerc’h ann douéed a-ziavéaz eûz ann holl vrôadou a zô war-drô d’é-hoc’h :

15. Râg eunn Doué oazuz eo ann Aotrou da Zoué enn da greiz ; gan̄d aoun na zafché buanégez ann Aotrou da Zoué enn da énep, ha n’az tennché diwar-c’horré ann douar.

16. Na dempti két ann Aotrou da Zoué, ével ma éc’h eûz demptet é léac’h ann demptasion.

17. Mîr kélennou ann Aotrou da Zoué, hag ann testéniou, hag al lidou en deûz gourc’hémennet d’id :

18. Ha grâ ar péz a zô hétuz ha mâd dirâg ann Aotrou, évit ma vézô vâd d’id, ha m’az î da berc’hen enn douar mâd-meûrbéd, diwar-benn péhini en deûz touet ann Aotrou d’az tadou ;

19. Évit ma vévézché da holl énébourien dira-z-od, ével ma en deûz lavaret.

20. Ha pa c’houlennô da vâb diganéz goudé-henn, ô lavarout : Pétrâ eo ann testéniou-zé, hag al lidou, hag ar barnédigézou, en deûz gourc’hémennet ann Aotrou hon Doué d’é-omp ?

21. É liviri d’ézhan̄ : Nî a oa sklaved da Faraon enn Éjipt, hag ann Aotrou en deûz hon tennet eûz ann Éjipt gan̄d eunn dourn kré.

22. Ha gréat en deûz arwésiou ha burzudou brâz ha spoun̄tuz enn Éjipt a-énep Faraon hag hé holl dî, dira-z-omp ;

23. Hag hon tennet en deûz ac’hanô, évid hol lakaad da zon̄t enn douar en dôa lavaret gan̄t lé d’hon tadou é rôjé d’é-omp.

24. Hag ann Aotrou en deûz gourc’hémennet d’é-omp mirout ann holl lézennou-zé, ha douja ann Aotrou hon Doué, évit ma vézô vâd d’é-omp é-pâd ann holl zeisiou eûz hor buez, ével ma eo hiriô.

25. Hag hén̄ a vézô trugarézuz enn hor c’hén̄ver, mar miromp ha mar sévénomp hé holl gélennou dirâg ann Aotrou hon Doué, ével ma en deûz hé c’hourc’hémennet d’é-omp.


————


VII. PENNAD.


Difennet eo ôber kévrédigez é-béd gan̄d ar brôadou. Kréd eûz a skoazel ann Aotrou.


1. Pa en dévézô ann Aotrou da Zoué da lékéat da von̄t enn douar a dléez da gaout enn da gers, ha pa en dévézô bévézet dira-z-oud kalz brôadou, ann Hétéed, hag ar Gergézéed, hag ann Amorréed, hag ar C’hananéed, hag ar Férézéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed, seiz brôad kalz stan̄koc’h ha kréoc’h égéd-oud ;

2. Ha pa en dévézô ann Aotrou da Zoué hô lékéat étré da zaouarn, é tispenni anézhô, hép ma choumô hini e-béd. Na rî két a gévrédigez gan̄t-hô, ha n’az pézô trugarez é-béd évit-hô ;

3. Ha n’en em unvani két gan̄t-hô dré ziméziou. Na rôi két da verc’hed d’hô mipien, ha na géméri két hô merc’hed évid da vipien :

4. Râk touella a rain̄t da vipien, évit na kééḻin̄t két ac’hanoun, hag évit ma kéélin̄t ken̄toc’h Douéed a-ziavéaz : ha frouden ann Aotrou a zavô ouz-id, hag é vévézô buan ac’hanod.

5. Hôgen ével-henn é réot d’ézhô : Diskarit hô aoteriou, ha torrit hô skeûdennou, ha pilit d’ann douar hô c’hoajou-lid, ha loskit hô c’hizelladuriou.

6. Râg eur bobl san̄tel oud d’ann Aotrou da Zoué. Ann Aotrou da Zoué en deûz da zilennet, évit ma vézi eur bobl a dû d’ézhan̄ hé-unan é kreiz ann holl boblou a zô war ann douar.

7. Né két dré m’az oc’h brasoc’h é niver égéd ann holl boblou, eo en em unanet ann Aotrou gan-é-hoc’h, hag en deûz hô tilennet ; râk bihanoc’h oc’h é niver egéd ann holl boblou :

8. Hôgen ô véza ma en deûz hô karet ann Aotrou, ha ma en deûz miret hé 1é en deûz touet d’hô tadou : hag en deûz hô tennet gan̄d eunn dourn kré, hag hô tasprénet eûz a vrô ar sklavérez, eûz a zourn Faraon, roué ann Éjipt.

9. Ha gouzoud a rî pénaoz ann Aotrou da Zoué a zô hé-unan ann Doué kré ha féal, péhini a vir kévrédigez ha trugarez d’ar ré hé gâr, ha d’ar ré a vir hé gélennou, héd mil rumm :

10. Hag é kastiz râk-tâl ar ré hô deûz kas out-ban̄ (T), enn hévélep doaré ma hô c’holl, hép dalé é-béd, oc’h ôber d’ézhô kerken̄t ar péz a zô dléet d’ézhô.

11. Mir éta ar c’hélennou, hag al lidou, hag ar barnédigézou a gémennann d’id hiriô da ôber.

12. Goude m’az pézô klévet ar barnédigézou-man̄, ma hô mirez ha ma hô gréz, ann Aotrou da Zoué a virô ivé enn da c’hén̄ver ar gévrédigez hag ann trugarez en deûz touet d’az tadou :

13. Hag é karô hag é paotô ac’hanod, hag é vennigô frouez da gôv, ha frouez da zouar, da éd, ha da win, ha da éôl, ha da zaoud, ha da dropellou dén̄ved enn douar en deûz touet d’az tadou é rôjé d’id.

14. Benniget é vézi étré ann holl boblou. Na vézô két enn da douez a vréc’han̄ nag enn eur reiz, nag enn ébén, nag enn dûd, nag enn da loéned.

15. Ann Aotrou a dennô diouz-id pép gwander, ha na lakai két da zével enn-oud gouliou drouk ann Éjipt a anavézez ; hôgen é-touez da holl énébourien.

16. Gwasta a rî ann holl boblou a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id. N’as pézô truez é-bed oc’h hô gwélout (T), ha na gééli két hô douéed, gan̄d aoun na ven̄t kiriek da gas ac’hanoud da goll (M).

17. Ma lévérez enn da galoun : Paotoc’h eo ar brôadou-zé égéd-oun ; pénaoz é hellinn-mé hô bévézi ?

18. N’az péz két a aoun, hôgen az péz koun eûz a gémen̄t en deûz gréat ann Aotrou da Zoué da Faraon, ha d’ann holl Éjiptianed ;

19. Eûz ar gouliou brâz, hô deûz gwélet da zaoulagad, hag eûz ann arwésiou, hag eûz ar burzudou, hag eûz ann dourn kré, hag eûz ar bréac’h astennet, gan̄t péré en deûz da dennet ann Aotrou da Zoué : ével-sé é rai d’ann holl boblou râk péré éc’h eûz aoun.

20. Ouc’h-penn-zé é kasô ann Aotrou da Zoué sardoned enn hô zouez, kén n’en dévézô bévézet ha kollet ar ré holl a vézô tec’het dira-z-oud, hag hô dévézô gellet en em guza.

21. N’az pézô két a aoun ra-z-ho, râg ann Aotrou da Zoué a zô enn da greiz, Doué brâz hag kré-meûrbed.

22. Hén̄ eo a vévézô ar brôadou-zé dira-z-oud a-nébeûd-é-nébeûd hag a lôdennou. Na helli két hô dispenna war eunn drô, gan̄d aoun na zeûfé loéned ann douar da greski é niver ouz-id.

23. Hag ann Aotrou da Zoué a rôi anézhô d’id ; hag é lazô anézhô kén na vézin̄t éat-da-gét.

24. Hag é lakai hô rouéed étré da zaouarn, hag é tenni hô hanôiou a zindân ann én̄v. Na hellô hini énébi ouz-id, kén n’az pézô hô brévet.

25. Hô c’hizelladuriou a loski gan̄d ann tân. Na c’hoan̄tai két ann arc’han̄t hag ann aour gan̄t péré in̄t gréat, ha na géméri nétrâ anézhô évid-oud, gan̄d aoun na faziez ; râg argarzidigez ann Aotrou da Zoué eo.

26. Na zigasi nétrâ eûz ann idol enn da dî, gan̄d aoun na zeûfez da véza milliget ével-t-han̄. Ével eunn dra hudur éc’h heûgi anézhan̄, hag ével eunn dra louz ha saotr éc’h argarzi anézhan̄ ; râg eunn dra milliget eo.


————


VIII. PENNAD.


Moizez a erbéd ar bobl da gaout koun bépréd eûz a drugarézou Doué.


1. Laka évez mâd da virout gan̄t préder kémen̄t gourc’hémenn a gémennann d’id hiriô ; évit ma hellot béva, ha kreski é niver, ha kaout ann douar é péhini éz ît, diwar-benn péhini en deûz ann Aotrou touet d’hô tadou.

2. Ha koun ez pézô eûz ann holl hen̄t dré béhini en deûz da gaset ann Aotrou da Zoué é-pâd daou-ugen̄t vloaz dré ann distrô évid da gastiza, ha da arnodi, hag évid anaout ar péz a drôé enn da galoun, pé té a virche hé c’hourc’hémennou, pé na rajez két.

3. Da c’hlac’haret en deûz gan̄d ann naoun, ha rôed en deûz d’id da voéd ar mann, péhini a oa dizanaf d’id ha d’az tadou ; évit ma tiskouéché d’id pénaoz n’eo két gan̄t bara hép-kén é vév ann dén, hôgen gan̄t pép gér a zeû er-méaz eûz a c’hénou Doué.

4. Ann diḻad gan̄t péré é oaz gôlôet n’in̄t két bét koazet gan̄d ann amzer, ha da droad né két bét brévet, ha chétu ann daou-ugen̄tved blôaz.

5. Sonch éta enn da galoun pénaoz, ével ma tesk ann dén he vâb hé-unan, evel-sé en deûz da zesket ann Aotrou da Zoué ;

6. Évit ma viri gourchémennou ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzi enn hé hen̄chou, ha ma touji anézhan̄.

7. Râg ann Aotrou da Zoué az lakai da von̄t enn eunn douar mâd, eunn douar a c’houériou, hag a zouréier, hag a feun̄teûniou ; é péhini aien ar steriou a darz er gompezennou hag er ménésiou ;

8. Douar gwiniz, heiz, ha gwini, é péhini é tiwan ar gwéz-fiez, ar gwéz-grénad, hag ar gwéz-olived ; douar éôl ha mél ;

9. É péhini é tebri da vara hép diénez é-béd, hag é founni é pép trâ ; é péhini ar vein a zô houarn, hag é tenneur ann arem eûz hé vénésiou :

10. Évit, pa’z pézô debret ha pa’z pézô da walc’h, ma vennigi ann Aotrou da Zoué évid ann douar mâd-meûrbéd en deûz rôet d’id.

11. Mîr ha diwal na an̄kounac’hai bikenn ann Aotrou da Zoué, ha na zeûjez da zilézel hé gélennou, hag hé varnédigézou, hag hé lidou, a c’hourc’hémennann d’id hiriô :

12. Gan̄d aoun, goudé m’az pézô debret, ha m’az pézô bét da walc’h, ha m’az pézô savet tiez kaer, ha ma vézi éat da choum enn-hô ;

13. Ha m’az pézô bét tropellou saoud ha dén̄ved, hag é-leiz a arc’han̄t, a aour hag a bép-trâ,

14. Na zeûi da galoun da c’houéza, ha na an̄kounac’hai ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt, eûz a vrô ar sklavérez :

15. Ha péhini a zô bét da vléñer d’id enn eunn distrô brâz hag heûzuz, é péléac’h éz oa aéred hag a loské gan̄d hô c’houéz, ha kruged, ha dipsaded, ha dour é-béd ; péhini en deûz tennet gouériou eûz ar vein ar c’haléta ;

16. Ha péhini en deûz da voétet enn distrô gan̄t mann, péhini a oa dizanaf d’az tadou. Ha goudé m’en dôé da c’h1ac’haret ha da arnodet, en dôé enn-divez truez ouz-id ;

17. Gan̄d aoun na lavarfez enn da galoun : Va ners va-unan, ha va dourn kré eo, hô deûz aozet kémen̄t-man̄ d’in.

18. Hôgen m’az pézô koun eûz ann Aotrou da Zoué, ha pénaoz eo hén̄ hé-unan en deûz rôet d’id da ners, évit ma sévenché hé gévrédigez, diwar-benn péhini en deûz touet d’az tadou, ével ma tiskouéz ann deiz a hiriô.

19. Hôgen oc’h an̄kounac’haat ann Aotrou da Zoué, ma heûliez douéed a-ziavéaz, mar kéélez ha ma azeûlez anézhô : chétu é tiouganann d’id hiriô pénaoz é vézi bévézet a-grenn.

20. Ével ar brôadou en deûz bévézet ann Aotrou pa oud deûet ébarz, enn hévélep doaré é viot bévézet, ma na zen̄tit két out mouéz ann Aotrou hô Toué.


————


IX. PENNAD.


Moizez a zigas da goun d’ann Israélited hô c’hrôzou hag hô disléaldéd ken̄t.


1. Sélaou, Israel : hiriô é treûzi ar Jourdan, évit perc’henna brôadou brasoc’h ha kréoc’h égéd-oud, keriou brâz gan̄t môgeriou a zâv bétég ann én̄v,

2. Eur bobl brâz hag uc’he1, mipien Énak, éc’h eûz gwélet ha klevet da-unan, out péhini, war a lévéreur, dén na hell énébi.

3. Gouzoud a ri éta hiriô pénaoz ann Aotrou da Zoué a dréménô hé-unan enn da raok, ével eunn tân gwastuz ha bévézuz, péhini hô brévô, hô bévézô, hô c’hasô-da-gét dira-z-oud é berr amzer, ével ma en deûz hé lavaret d’id.

4. Na lavar két enn da galoun, goudé ma en dévézô ann Aotrou da Zoué hô bévézet dira-z-oud : Enn abek d’am reizded eo en deûz ann Aotrou va lékéat da von̄t enn douar-man̄ évid hé gaout em c’hers, pa eo gwir pénaoz ar brôadou-zé a zô bét bévézet enn abek d’hô fallagriéz.

5. Râk né két enn abek d’az reizded, na da eeunder da galoun, é vézi éat enn douar-zé, évid hé berc’henna, hôgen p’az î ébarz é vézin̄t bévézet, enn abek d’hô fallagriez ; hag évit ma sévénô ann Aotrou ar gér en deûz rôet gan̄t lé d’az tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob.

6. Gwéz éta pénaoz né két enn abek d’az reizded é rôi d’id ann Aotrou da Zoué ann douar ker mad-zé é kers, pa eo gwir éz oud eur bobl kalet brâz a benn.

7. Az péz koun, ha na an̄kounac’ha két pénaoz éc’h eûz tennet war-n-oud buanégez ann Aotrou da Zoué enn distrô. Abaoé ann deiz-zé é péhini oud deûet er-méaz eûz ann Éjipt bétég al léac’h-man̄, éc’h eûz bépréd énébet oud ann Aotrou.

8. Râg é Horeb zô-kén éc’h eûz énébet out-han̄, hag hén̄ ô vuanékaat a fellaz d’ézhan̄ da vévézi.

9. Pa biñiz war ar ménez, évit digémérout ann daolennou mein, taolennou ar gévrédigez a reaz ann Aotrou gan-é-noc’h : hag é choumiz bépréd war ar ménez é-pâd daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez, hép dibri bara, nag éva dour.

10. Hag ann Aotrou a rôaz d’in ann diou daolen véan skrivet gan̄t bîz Doué, war béré éz oa ann holl c’heriou a lavaraz d’é-hoc’h war ar ménez eûz a greiz ann tân, pa édô dastumet ann holl bobl.

11. Ha pa oé tréménet ann daou-ugen̄t dervez hag ann daou-ugen̄t nôzvez, ann Aotrou a rôaz d’in ann diou daolen véan, taolennou ar gévrédigez :

12. Hag é lavaraz d’in : Saô, ha diskenn buan ac’hann : râk da vobl, péhini éc’h eûz tennet eûz ann Éjipt, hô deûz dilézet râk-tâl ann hen̄t éz pôa diskouézet d’ézhô, hag hô deûz gréat évit-hô eur skeûden teûz.

13. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz d’in : Gwéloud a rann pénaoz ar bobl-zé a zô kalet a benn.

14. Va lez da ôber, ha mé a vrévô anézhô, hag a dennô hô hanô eûz a zindân ann én̄v, ha mé az lakai da benn da eur bobl hag a vézô brasoc’h ha krévoc’h égéd hé-man̄.

15. Ha pa ziskennenn diwar ar ménez en̄tanet, ô terc’hel ann diou daolen a gévrédigez a zaou zourn,

16. Ha pa wéliz pénaoz hô pôa péc’het a-éneb ann Aotrou hô Toué, hag hô pôa gréat évid-hoc’h eul leûé teûz, hag hô pôa dilézet râk-tâl hé hen̄t, en dôa diskouézet d’é hoc’h ;

17. É taoliz ann taolennou eûz va daouam, hag é torriz anézhô dira-z-hoc’h.

18. Hag en em strin̄kiz da dreid ann Aotrou ével ken̄t, hag é-pâd daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez na zebriz két a vara, ha na éviz két a zour enn abek d’ann holl béc’héjou hô pôa gréat a-éneb ann Aotrou, ha dré bére hô pôa tennet hé vuanégez war-n-hoc’h.

19. Râg aoun em bôa râg ar frouden hag ar vuanégez a oa savet enn-han̄ ouz-hoc’h, bété ma fellé d’ézhan̄ hô kâs-da-gét. Hag ann Aotrou a zélaouaz c’hoaz ouz-in ar wéach-zé.

20. Drouk brâz ô véza savet ivé enn-han̄ oud Aaron, é fellaz d’ézhan̄ hé vévézi ; hag é pédiz ivé évit-han̄.

21. Hôgen hô péc’hed, da lavaroud eo, al leûé hô pôa gréat, a gémériz, a zeviz enn tân, hag a vréviz a vunudou ; ha goudé béza hé lékéat é poultr a-grenn, é taoliz anézhan̄ er froud a ziskenn eûz ar ménez.

22. Héget hoc’h eûz ivé ann Aotrou é léac’h ann En̄tan, hag é léac’h ann Temptasion, hag é léac’h Bésiou ar gwall-ioulou :

23. Ha pa gasaz ac’hanoc’h eûz a Gadez Barné, ô lavarout : Piñit, ha perc’hennit ann douar em eûz rôet d’é-hoc’h ; c’houi a zisprizaz gourc’hémenn ann Aotrou hô Toué, ha na grédaz két enn-han̄, ha na fellaz két d’é-hoc’h sélaoui hé vouéz :

24. Hôgen en em zispac’het hoc’h eûz out-han̄ adaleg ann deiz é péhini em eûz anavezet ac’hanoc’h.

25. Hag en em daoliz dirâg ann Aotrou é-pâd daou-ugen̄t dérvez ha daou-ugen̄t nôzvez, hag é pédiz stard anézhan̄, na vévézché-két ac’hanoc’h, ével m’en dôa gourdrouzet her rajé :

26. Hag ô pédi é liviriz : Aotrou Doué, na goll két da bobl, ha da zigwéz, éc’h eûz dasprénet enn da veûrded, éc’h eûz tennet eûz ann Éjipt gan̄d eunn dourn kré.

27. Az péz koun eûz da zervicherien Abraham, Izaak ha Jakob : na zell két out kaléder ar bobl-man̄, nag oud hé fallagriez, nag oud hé béc’hed :

28. Gan̄d aoun na lavarfé tûd ar vrô eûz a béhini éc’h eûz hon tennet : Na hellé két ann Aotrou hô lakaad da von̄t enn douar en dôa lavaret é rôjé d’ézhô, hag hén̄ en dôa kas out-hô : râk-sé en deûz hô zennet er-méaz, évid hô laza enn distrô.

29. Koulskoudé da bobl in̄t ha da zigwéz, hag hî eo éc’h eûz tennet er-méaz gan̄d da ners brâz ha gan̄d da vréac’h astennet.


————


X. PENNAD.


Eil daolennou al lézenn. Pétrâ a c’houlenn ann Aotrou digan̄t bugalé Israel.


1. Enn amzer-zé é lavaraz ann Aotrou d’in : Kompez d’id diou daolen véan, ével ma oa ar ré gen̄ta, ha piñ étrézég enn-oun war ar ménez : hag é rî eunn arc’h koat ;

2. Hag é skrivinn war ann daolennou ar geriou a ioa war ar ré éc’h eûz torret ken̄t, hag é likii anézhô enn arc’h.

3. Ober a rîz éta eunn arc’h gan̄t koat sétim ; ha goudé m’am bôé kompézet diou daolen véan ével ar ré gen̄ta, é piñiz war ar ménez, ô terc’hel anézhô em daouarn.

4. Hag hén̄ a skrivaz war ann daolennou ann dék gourc’hémenn en dôa lavaret ann Aotrou d’é-hoc’h war ar ménez, eûz a greiz ann tân, pa oa dastumet ar bobl : hag hén̄ hô rôaz d’in.

5. Neûzé é tistrôiz hag é tiskenniz diwar ar ménez, hag é likiiz ann daolennou enn arc’h em bôa gréat, hag in̄t choumet énô bété vréman̄, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’in.

6. Hôgen bugalé Israel a zavaz hô c’hamp eûz a Vérot a ioa da vugalé Jakan, hag éz éjon̄t da Voséra, é péléac’h eo marô Aaron hag eo bét bésiet, ha ma oé lékéat Éléazar, hé vâb, da vélek-brâz enn hé léac’h.

7. Ac’hanô é teûjon̄t da C’hadgad ; hag ô véza éat-kuît eûz al léac’h-zé, é steñchon̄t hô c’hamp é Jétébata, douar a zouréier hag a froudou.

8. Enn amzer-zé ann Aotrou a rannaz breûriez Lévi, évit ma tougché arc’h kévrédigez ann Aotrou, ma savché dira-z-han̄ enn hé c’harg, ha ma vennigché enn hé hanô, bétég-henn.

9. Râk-sé Lévi n’en dôé két a lôden, nag a zigwéz gan̄d hé vreûdeûr ; ô véza ma oa ann Aotrou hé-unan hé zigwéz, ével m’en dôa ann Aotrou da Zoué lavaret d’ézhan̄.

10. Hôgen mé a choumaz war ar ménez, ével ken̄t, daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez : hag ann Aotrou a zélaouaz c’hoaz ouzin ar wéach-zé, ha na fellaz két d’ézhan̄ da golla.

11. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Kéa ha kerz a-raog ar bobl, évit maz ai ébarz, ha ma perc’hennô ann douar em eûz touet d’hô zadou é rôjenn d’ézhô.

12. Ha bréma, Israel, pétrâ a c’houlenn ann Aotrou da Zoué diganéz, némét ma touji ann Aotrou da Zoué, ma kerzi enn hé hen̄chou, ma kari anézhan̄, ma servichi ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun hag a greiz da éné ;

13. Ha ma viri gourc’hémennou ann Aotrou, hag hé lidou a gémennann hiriô d’id, evit ma teûi vâd d’id ?

14. Chétu ann én̄v, hag én̄v ann én̄vou, ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, a zô d’ann Aotrou da Zoué :

15. Ha koulskoudé ann Aotrou a zô en em unanet gan̄d da dadou, en deûz hô c’haret, ha dilennet hô gwenn hô-goudé, da lavaroud eo, c’houi, eûz a greiz ann holl vrôadou, ével ma eo anat hiriô.

16. Trô-drouc’hit éta pôd-mézen hô kaloun, ha na galédit mui hô penn :

17. Râg ann Aotrou hô Toue eo hé-unan Doué ann douéed, hag Aotrou ann Aotrounez, Doué brâz, galloudek hag kré-meûrbed, péhini n’en deûz azaouez nag évid ann dén, nag évid ar gôbr.

18. Barna a ra gan̄t reizded ann emzivad hag ann in̄tan̄vez : karout a ra ann ergerzer, hag é rô dézhan̄ ar boéd hag ar gwisk.

19. Ha c’houi ivé karid éta ann ergerzérien ; râk diavésidi oc’h bét hoc’h-unan é douar ann Éjipt.

20. Ann Aotrou da Zoué a zouji, ha na zervichi némét-han̄ : en em unani a rî gan̄t-han̄, hag é toui dré hé hanô.

21. Hén̄ eo da veûleûdi, ha da Zoué, péhini en deûz gréat d’id ann traou brâz ha spoun̄tuz-zé, hô deûz gwélet da zaoulagad.

22. Dék dén ha tri-ugen̄t é oa da dadou pa ziskenchon̄t d’ann Éjipt : ha chétu bréman̄ en deûz da lékéat ann Aotrou da Zoué da véza ker stan̄k ha stéred ann én̄v.


————


XI. PENNAD.


Bennoz war ar ré a virô kélennou ann Aotrou, ha malloz war ar ré hô zorrô.


1. Kâr éta ann Aotrou da Zoué, ha mîr é péb amzer hé gélennou, hag hé lidou, hag hé varnédigézou, hag hé c’hourc’hémennou.

2. Anavézit hiriô ar péz na oar két hô pugalé, peré n’hô deûz két gwélet kastiz ann Aotrou hô Toué, hé ôberiou brâz, hag hé zourn kré, hag hé vréac’h astennet.

3. Ann arwésiou hag ann ôberiou en deûz gréat é-kreiz ann Éjipt war ar roué Faraon, ha war hé holl zouar,

4. Ha war holl armé ann Éjiptianed, ha war hô c’hézek, ha war hô c’hirri : é pé zoaré douréier ar môr Rûz a c’hôlôaz anézhô, p’az éan̄t war hô lerc’h, hag ann Aotrou a vévézaz anézhô bétég-henn :

5. Ha pétrâ en deûz gréat enn hô kén̄ver enn distrô, kén na oc’h deûet el léac’h-man̄ ;

6. Hag é-kén̄ver Datan hag Abiron, mipien Eliab, a oa mâb da Ruben : pénaoz ann douar ô tigeri hé c’hénou a loun̄kaz anézhô, gan̄d hô ziez, hag hô zeltou, ha kémen̄t trâ a oa d’ézhô é-kreiz Israel.

7. Hô taoulagad hô deûz gwélet ann holl ôberiou brâz en deûz gréat ann Aotrou,

8. Évit ma virot hé holl gélennou a c’hourc’hémennann hiriô d’é-hoc’h, ha ma hellot mon̄d-ébarz, ha kaout enn hô kers ann douar é péhini éz it ;

9. Ha ma vévot pell-amzer enn douar é péhini é tiver al léaz hag ar mél, hag en deûz lavaret ann Aotrou gan̄t lé hé rôjé d’hô tadou ha d’hô gwenn.

10. Râg ann douar é péhini éz îd évid hé berc’henna, né két ével douar ann Éjipt a béhini oc’h deûet er méaz, é péléac’h goudé béza taolet ann hâd, é tigaseur dour évid hé c’hlépia, ével ma réeur el liorsou :

11. Hôgen eunn douar ménésiek ha kompézenneg eo, péhini a c’hortoz glaô ann én̄v ;

12. Eunn douar, a zell out-han̄ bépréd ann Aotrou da Zoué, ha war béhini éma hé zaoulagad adalek dérou ar bloaz bétég ann divez.

13. Mar sen̄tit éta out va c’hélennou a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô, da garout ann Aotrou hô Toué, ha d’hé zervicha a greiz hô kaloun, hag a greiz hoc’h éné ;

14. É rôi glaô d’hô touar enn hé amzer, abréd ha divézad, evit ma tastumôt éd, ha gwîn, hag éôl,

15. Ha foenn eûz hô parkou évit boéta hô loéned ; ha péadrâ d’én em voéta ha da gaout hô kwalc’h hoc’h-unan.

16. Likid évez na zeûjé hô kaloun da véza touellet, ha na bellafac’h diouc’h ann Aotrou, ha na zervichac’h douéed a-ziavéaz, ha na azeûlfac’h anézhô ;

17. Ha na zeûjé ann Aotrou da zével drouk enn-han̄, da zerra ann én̄v, ha da virout oud ar glaô na gouézché, hag oud ann douar na rôjé hé frouez, ha na vijac’h buan bévézet diwar ann douar mâd-meûrbéd éz a ann Aotrou da rei d’é-hoc’h.

18. Likiid ar geriou-man̄ d’in enn hô kalounou, hag enn hô spérédou, ha skourrit-hô da arouéz enn hô taouarn, ha likit-hô étré hô taoulagad.

19. Deskit-hô d’hô pugalé évit m’hô dévézo koun anézhô ; ha pa vézi azézet enn da dî, ha pa gerzi enn hen̄t, ha pa gouski, ha pa zavi.

20. Hô skriva a ri war dreûzou ha war zôr da dî ;

21. Évit ma paotô da zeisiou, ha deisiou da vugalé, enn douar en deûz touet ann Aotrou hé rôjé d’ézhô keit ha ma vézô ann én̄v a-ziouc’h d’ann douar.

22. Râk mar mirit ar c’hélennou a chourc’hémennann d’é-hoc’h, ha ma sévénit anézhô ; mar karit ann Aotrou hô Toué, ha mar kerzit enn hé holl hen̄chou, oc’h en em unani gan̄t-han̄ ;

23. Ann Aotrou a vévézô ann holl vrôadou-zé a zira-z-hoc’h ; ha c’houi a berc’hennô hô brô, pétrâ-bennâg m’az in̄t brasoc’h é niver ha kréoc’h égéd-hoc’h.

24. Kémen̄t léac‘h en dévézô moustret hô trôad, a vézô d’é-hoc’h, adaleg ann distrô, hag al Liban, hag ar ster brâz a Eûfrat bété môr ar c’hûs-héol, é vézô hoc’h harzou.

25. Hini é-béd na choumô enn hé zâ dira-z-hoc’h. Ann Aotrou hô Toué a rôi ann heûz hag ar spoun̄t ac’hanoc’h war ann holl zouar a dléit da voustra, ével ma en deûz hé lavaret d’é-hoc’h.

26. Chétu é lakaann hiriô dira-z-hoc’h ar vennoz hag ar valloz ;

27. Ar vennoz, mar sen̄tit out kélennou ann Aotrou hô Toué a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô :

28. Ar valloz, ma na zen̄tit két out kélennou ann Aotrou hô Toué ; hôgen mar pellait diouc’h ann hen̄t a ziskouézann d’é-hoc’h bréman̄ évit kerzout war-lerc’h douéed a-ziavéaz, ha na anavézit két.

29. Hôgen pa en devézô ann Aotrou da Zoué da lekéat da von̄t enn douar é péhini éz éz da choum, é likii ar vennoz war vénez Garizim, hag ar valloz war vénez Hébal,

30. Péré a zô enn tû all d’ar Jourdan é kichen ann hen̄t a zô trôet war-zû ar c’hûs-héol, é douar ar C’hananéed, péré a choum er c’hompézennou râg-énep da C’halgala, tôst da eunn draon̄ien en em léd hag a ia pell.

31. Râk c’houi a dreûzô ar Jourdan, évit perc’henna ann douar a dlé ann Aotrou hô Toué da rei d’é-hoc’h, évit ma hô pézô ha ma perc’hennot anézhan̄.

32. Gwélit éta ma sévénot al lidou hag ar barnédigézou a likiinn hiriô dira-z-hoc’h.


————


XII. PENNAD.


Gourc’hémennet eo d’ann Israélited diskara ha brévi ann idolou, paéa ann déogou hag ar bréveûdiou.


1. Chétu aman̄ al lézennou hag ar c’hourc’hemennou (T) a dléit da virout enn douar a dlé ann Aotrou, Doué da dadou, da rei d’id, évit ma vézi perc’hen d’ézhan̄ é-pâd ann holl zeisiou ma vézi béô war ann douar.

2. Diskarit ann holl lec’hiou é péré ar brôadou eûz a béré é viot deûet da berc’hen, hô deûz azeûlet hô douéed war ar ménésiou uc’hel, ha war ar c’hrec’hiou, ha dindân ar c’hoajou stan̄k.

3. Freûzit hô aotériou, ha torrit hô skeûdennou, ha loskit gan̄d ann tân hô c’hoajou-sakr, ha brévît hô idolou, ha lamit hô hanvou eûz al lec’hiou-zé.

4. Na réot két ével-sé é-kén̄ver ann Aotrou hô Toué :

5. Hôgen don̄d a réot el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou hô Toué eûz a greiz hoc’h holl vreûriézou, évit ma lakai hé hanô, ha ma choumô énô :

6. Hag é kennigot el léac’h-zé hô sakrifisou-losk, hag hô viktimou, ann déogou, hag ar bréveûdiou eûz hô taouarn, hag hô kwéstlou, hag hô rôou, hag ar ré gen̄ta-ganet eûz hoc’h éjenned hag eûz hô tén̄ved.

7. Hag é tebrot énô dirâg ann Aotrou hô Toué : hag en em laouénéot, c’houi hag hô tiez, gan̄t kémen̄t trâ é péhini hô pézô lékéat hô tourn, hag a vézô bét benniget gan̄d ann Aotrou hô Toué.

8. Na réot két énô ével ma réomp aman̄ hiriô, pép-hini ével ma kâv reiz.

9. Râk bété vréman̄ n’oc’h két deûet enn éhan̄, nag enn digwéz a dlé ann Aotrou hô Toué da rei d’é-hoc’h.

10. Ar Jourdan a dreûzot, hag é choumot enn douar a dlé ann Aotrou, hô Toué, da rei d’é-hoc’h, évit ma viot enn éhan a-énep ann holl énébourien trô-wâr-drô ; ha ma choumot héb aoun,

11. El léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou hô Toué, évit ma vézô hé hanô enn-han̄ : énô eo é tigasot kémen̄d a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h, hô sakrifisou-losk, hag hoc’h hostivou, hag hô téogou, ha préveûdiou hô taouarn ; ha kemen̄t trâ a vézô ar gwella er rôou a wéstlot d’ann Aotrou.

12. Énô é réot banvez dirâg ann Aotrou hô Toué, c’houi, hô mipien hag hô merc’hed, hô mévellou hag hô mitisien, hag al Lévited a choumô enn hô keriou ; râk n’hô deûz két a lôd all, nag a zigwéz all enn hô touez.

13. Laka évez na gennigfez da sakrifisou-losk é pép léac’h ma wéli.

14. Hôgen el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou, enn unan eûz da vreûriézou, énô é kennigi da hostivou, hag é ri kémen̄d a c’hourchémennann d’id.

15. Hôgen mar fell d’id dibri, ha mar karez dibri kîk, lâz ha debr hervez bennôz ann Aotrou da Zoué en deûz rôet d’id enn da geriou ; daoust pé é vézo dic’hlan, da lavaroud eo, namet pé mac’hañet ; daoust pé é vézô glân, da lavaroud eo, klôk ha dinam, evel ma helleur hé genniga : debr ével pa vé iourc’h pé karô ;

16. Hép dibri hép-kén ar goâd, a skuḻi war ann douar ével dour.

17. Na helli két dibri enn da geriou déok da éd, na da wîn, na da éôl, nag ar ré gen̄ta ganet eûz ann éjenned hag eûz ann dén̄ved, na kémen̄d ez pézo gwéstlet, na kémen̄d a fellô d’id da genniga a-ioul, na préveûdiou da zaouarn :

18. Hôgen dibri a rî anézhô dirâg ann Aotrou da Zoué, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, té, da vâb ha da verc’h, da vével ha da vatez, hag al Lévited a choum enn da geriou : hag en em laouénai, hag en em vagi dirâg ann Aotrou da Zoué gan̄t kémen̄t trâ war béhini éc’h astenni da zourn.

19. Laka évez na zilézi két al Lévited keit ha ma vézi war ann douar.

20. Pa en dévézô ann Aotrou da Zoué astennet da harzou, ével ma en deûz hé lavaret d’id, mar fell d’id dibri kîk diouc’h da c’hoan̄t ;

21. Mar d-éma pell al léac‘h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma vézô hé hanô énô, é lazi eûz ann éjenned hag eûz ann dén̄ved ez pézô, ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’id, hag é tebri enn da geriou ével ma kiri.

22. Ével ma tebreur iourc’h pé karô, ével-sé é tibri anézhô : hag ann dén glân hag ann dén dic’hlan a zebrô anézhô hép kemm.

23. Laka évez hép-kén na zebri két ar goâd : râg ar gôad a zô hô éné ; ha râk-sé na dléez két dibri ann éné gan̄d ar c’hîk ;

24. Hôgen skuḻa a ri ar goâd-zé war ann douar ével dour ;

25. Évit ma vézô vâd d’id ha d’az vipien da-c’houdé, p’az pézô gréat ar péz a zô hétuz dirâg ann Aotrou.

26. É-kén̄ver ann traou az pézô san̄télet ha gwéstlet d’ann Aotrou, é kéméri anézhô, hag é teûi d’al léac’h en devézô dilennet ann Aotrou ;

27. Hag é kennigi é boéd-kennig ar c’hîg hag ar goâd war aoter ann Aotrou da Zoué : goâd ann hostivou a skuḻi oud ann aoter, hag ar c’hîg a zebri da-unan.

28. Mîr ha sélaou kémen̄d a c’hourc’hémennann d’id, évit ma vézô vâd d’id ha d’az vipien da-c’houdé da-vikenn, p’az pézô gréat ar péz a zô mâd hag hétuz dirâg ann Aotrou da Zoué.

29. Pa en dévézô ann Aotrou da Zoué bévézet dira-z-oud ar brôadou é brô péré éz î da berc’hen ; p’az pézô hé fiaouet, hag é choumi enn hô douar ;

30. Laka évez na heûḻfez ar brôadou-zé, goudé ma vézin̄t bét bévézet dira-z-oud, ha na en̄klaskfez hô lidou, ô lavarout : Ével ma hô deûz kéélet ar brôadou-zé hô douéed, ével-sé é kéélinn ivé.

31. Na rî két enn doaré-zé d’ann Aotrou da Zoué. Râg hî hô deûz gréat d’hô douéed ann holl fallagriézou a gasa ann Aotrou, ô kenniga d’ézhô hô mipien hag hô merc’hed, hag oc’h hô leski enn tân.

32. Grâ hép-kén é-ken̄ver ann Aotrou ar péz a c’hourc’hémennann d’id : na laka nétrâ ouc’h-penn, ha na denn nétrâ.


————


XIII. PENNAD.


A-éneb ar ré a felfé d’ézhô dougen ar bobl da wall-ôber.


1. Mar sâv enn da douez eur profed, pé eur ré hag a lavarô pénaoz en deûz bét eur wélédigez é huvré, ha mar tiougan eunn arwéz pé eur burzud-bennâg :

2. Ha mar teû da c’hoarvézout ar péz en deûz lavaret ; ha ma lavar-hen̄ d’id : Déomp, hag heûliomp douéed a-ziavéaz ha na anavézez két, ha servichomp anézhô.

3. Na zélaoui két geriou ar profed-zé pé ann huvréer-zé ; râg ann Aotrou hô Toué a arnod ac’hanôc’h, évit ma vézô anat mar karit anézhan̄ a greiz hô kaloun, hag a greiz hoc’h éné, pé ma n’her c’harit két.

4. Heûlit ann Aotrou hô Toué, ha doujit-hén̄, ha mirit hé c’hourc’hémennou, ha sélaouit hé vouéz : servichit anézhan̄ hag en em stagit out-han̄.

5. Hôgen ra vézô lazet ar profed-zé, pé ann huvréer-zé ; râk komzet en deûz évid hô tistrei diouc’h ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, hag hô tasprénet eûz a vrô ar sklavérez ; hag évid da lakaad da fazia diwar ann hen̄t en deûz ann Aotrou da Zoué gourc’hémennet d’id : hag evel-sé é tenni ann droug eûz da douez.

6. Mar fell d’az preûr, mâb da vamm, pé d’az mâb, pé d’az merc’h, pé d’az grég a zougez enn da galoun, pé d’az min̄oun a garez ével da éné, da gen̄drec’hi, ô lavarout é-kuzul : Déomp, ha servichomp douéed a-ziavéaz ha na na anavézez két, té na da dadou,

7. Douéed ann holl vrôadou a zô enn drô d’é-omp, pé a dôst pé a bell, eûz ann eil penn d’ar penn all eûz ann douar ;

8. Na rô ket da c’hrâd vâd d’ézhan̄ (T), ha na zélaou két anézhan̄ ; na espernet két da lagad anézhan̄ ; n’az péz két a druez out-han̄, ha na gûz két anézhan̄ :

9. Hôgen hé laza a ri râk-tâl : ra gouézô da zourn da gen̄ta war-n-ezhan̄, ha goudé-zé ra lakai ann holl bobl hé zourn war-n-ézhan̄.

10. Ra vézô lazet ô teûrel mein out-han̄ ; ô véza ma eo fellet d’ézhan̄ da bellaat diouc’h ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt, eûz a vrô ar sklavérez :

11. Évit, pa glevô Israel holl, ma en dévézô aoun, ha na rai dén mui nétrâ hén̄vel out kémen̄t-sé.

12. Mar klevez enn unan eûz ar c’heriou en deûz rôet d’id ann Aotrou da Zoué évit choum enn-hô, eur ré-bennâg ô lavarout :

13. Mipien da Vélial a zô éat er-méaz eûz hô touez, hag hô deûz gwallet tûd hô c’héar, ô lavarout d’ézhô : Déomp, ha servichomp douéed a-ziavéaz ha na anavézit két :

14. Klask gan̄d évez ha gan̄d hast mar d-eo gwîr ann dra-zé ; ha mar kavez pénaoz eo gwir ar péz a zô bét lavaret, ha pénaoz eo bét gréat ar fallagriez-zé ;

15. Râk-tâl é lazi gan̄d ar c’hlézé holl dûd ar géar-zé, hag é vévézi anézhî, ha kémen̄d a zô enn-hî, bétég al loéned.

16. Dastumi a rî ivé é-kreiz hé leûriou-kéar ann holl arrébeûri a vézô enn-hi, hag é loski anézhô gan̄d ar géar, enn hévélep doaré m’hô dévi holl d’ann Aotrou da Zoué, ma vézô hî eur béz peûr-baduz, ha na vézô mui savet.

17. Ha na choumô stâg nétrâ eûz ann dra villiget-zé oud da zourn ; évit ma tistrôi ann Aotrou buanégez hé frouden, ha ma en dévézô truez ouz-id, ha ma paotô ac’hanod, ével ma en deûz hé douet d’az tadou,

18. Keit ha ma sélaoui mouéz ann Aotrou da Zoué, ha ma viri hé holl gélennou, a c’hourc’hemennann d’id hiriô évit ma rî ar péz a zô hétuz dirâg ann Aotrou da Zoué.


————


XIV. PENNAD.


Loéned glân ha dic’hlan. Déogou ha banvésiou dirâg ann Aotrou.


1. Bézit bugalé d’ann Aotrou hô Toué : na rît két a drouc’hiou enn-hoc’h, ha n’en em douzit két enn abek da eunn dén marô ;

2. O véza m’az oud eur bobl san̄tel d’ann Aotrou da Zoué, ha ma en deûz da zilennet évit ma vézi eur bobl a-dû d’ézhan̄ hé-unan, é-kreiz ann holl boblou a zô war ann douar.

3. Na zebrit két eûz ar péz a zô dic’hlan.

4. Chétu ann anévaled a dléot da zibri : ann éjenn, ann dan̄vad, hag ar c’havr.

5. Ar c’harô, hag ann iourc’h, hag ar bual, hag ar bouc’h-karv, hag ar bizourc’h, hag ann oriks, hag ar giraf.

6. Kémen̄t loen a zô faoutet hé garn, hag a zaskir, eûz a hennez é tebrot.

7. Hôgen eûz ar ré a zaskir, ha né két faoutet hô c’harn, na dléit két da zibri, ével ar c’han̄val, hag ar c’hâd, hag ar c’hounikl : ar ré-zé a vézô dic’hlan d’é-hoc’h, râk pétrâ bennâg ma taskirion̄t, né két faoutet hô c’harn.

8. Ann houc’h ivé a vézô dic’hlan, ô véza ma eo faoutet hé garn, na zaskir két. Na zebrot két eûz a gîg ar ré-man̄, ha na lékéot két hô tourn war hô gañou.

9. Chétu ar ré a zebrot eûz ar ré holl a vév enn douréier : eûz ar ré hô deûz bren̄kou ha skan̄tennou é tebrot.

10. Eûz ar ré n’hô deûz na bren̄kou na skan̄tennou, na zebrot két ; râk dic’hlan in̄t.

11. Dibrit eûz ann holl evned c’hlân.

12. Na zebrit két eûz ar ré zic’hlan : da lavaroud eo, eûz ann er, eûz ar grifon, eûz ar falc’han,

13. Eûz ann iksion, hag eûz ar skoul, hag eûz ar gûp hervez hé wenn :

14. Hag eûz a bép rumm brini,

15. Hag eûz ann otruz, hag eûz ar gaouen, hag eûz ann dour-iar, hag eûz ar sparfel diouc’h hé wenn :

16. Hag ann herlégon, hag ar sîn, hag ann ibiz ;

17. Hag ar môr-vran, hag ar bég-rôz, hag ar vran-nôz ;

18. Hag ar bon̄gors, hag ar c’hévélek-vôr, pép-hini enn hé wenn ; hag ivé ann boupérik, hag al lôgôden-zall.

19. Kémen̄d a stléj hag a zô askellek, a vézô dic’hlan, ha na vézô két debret anézhan̄.

20. Kémen̄d a zô glân, dibrit anéz-han̄.

21. Hôgen na zebrot nétrâ a gémen̄t a vézô marô anézhan̄ hé-unan : rô-hén̄ da zibri, pé gwerz-hén̄ d’ann diavésiad a vézô enn diabars d’as persier ; râk té a zô pobl san̄tel ann Aotrou da Zoué. Na boazi két ar menn-gavr a zen hé vamm.

22. Lakaad a rî a dû pép ploaz ann dékved lôden eûz da holl frouez a zâv enn douar ;

23. Hag é tebri eûz anézhô dirâg ann Aotrou da Zoué, el léac’h en dévézô dilennet évit ma vézô galvet hé hanô énô, ann déog eûz da éd, hag eûz da win, hag eûz da éôl, hag ar ré gen̄ta-ganet eûz da zaoud hag eûz da zen̄ved ; évit ma teski douja ann Aotrou da Zoué é péb amzer.

24. Hôgen pa vézô ré hir ann hen̄t, ha ré bell al léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué ; pa en dévézô da venniget, ha na helli két hô digaz holl d’ézhan̄,

25. Hô gwerzi holl évid arc’han̄t, a zougi enn da zourn, hag éz î d’al léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué :

26. Hag é préni gan̄d ann arc’han̄t-zé ar péz a giri, pé saoud, pé den̄ved, hag ivé gwîn ha bier, ha kémen̄d a c’hoan̄tai da galoun, hag é tebri dirâg ann Aotrou da Zoué, hag é rî banvez, té ha da di,

27. Hag al Lévit a zô enn diabars d’as persier : laka évez na zilézchez anéznan̄, râk n’en deûz lôd all é-béd enn da zigwéz.

28. Enn trédé bloaz é ranni eunn déog all eûz a gémen̄t a vézô savet d’id enn amzer-zé : hag hel liki a dû enn da diez :

29. Hag al Lévit péhini n’en deûz lôd all é-béd enn da zigwéz, hag ann diavésiad, hag ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez, péré a zô enn diabars d’as persier, a zeûiô, hag a zebrô hô gwalc’h ; évit m’as pennigô ann Aotrou da Zoué é kémen̄t labour a ri gan̄d da zaouarn.


————


XV. PENNAD.


Lézennou ar seizved bloaz. Ann aluzen. Kenniga ar ré gen̄ta-ganet d’ann Aotrou.


1. Er seizved bloaz é rî ann distol,

2. A vézô gréat ével-henn. Néb a vézô dléet d’ézhan̄ eunn dra-bennâg gan̄d hé viñoun, pé gan̄d hé nésa hag hé vreûr, na hellô két hé goulenn, ô véza ma eo bloaz distol ann Aotrou.

3. Hé goulenn a helli digan̄d ann ergerzer hag ann diavésiad : hôgen n’az pézô két ar galloud d’hé goulenn digan̄d da gen-vrôad na da gâr-nés.

4. Ha na vézô nag ézommek na paour enn hô touez ; évit m’as pennigô ann Aotrou da Zoué enn douar a dlé da rei d’id é kers.

5. Mar sélaouez koulskoudé mouéz ann Aotrou da Zoué, ha ma virez kémen̄d en deûz gourc’hémennet d’id, hag a gémennann d’id hiriô, é vennigô ac’hanod, ével ma en deûz hé lavaret.

6. Présta a rî da galz a vrôadou, ha na empresti digan̄d hini. Aotrounia a rî war galz a boblou, ha na vézi aotrouniet gan̄d hini.

7. Pa vézi éat enn douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id, mar kouéz é paouren̄tez unan eûz da vreûdeûr a choumô enn diabars da bersier da géar, na galédi két da galoun, ha na zerri két da zourn ;

8. Hôgen hé zigeri a ri d’ar paour, hag é rôi d’ézhan̄ é prést ar péz a wéli en dévézô ézomm.

9. Laka évez na zafché enn-oud eur gwall vénoz, ha na lavarfez enn da galoun : Tôstaad a râ ar seizved bloaz, bloaz ann distol ; ha na zistrôjez da zaoulagad diwar da vreûr paour, ô véza na fell két d’id presti d’ézhan̄ ar péz a c’houlenn : gan̄d aoun na c’harmfé ouz-id étrézég ann Aotrou, ha na zeûjé kémen̄t-sé da béc’hed d’id.

10. Hôgen rei a rî d’ézhan̄ : ha na rî trôidel é-béd évid hé fréalzi enn hé ézommou, évit ma vézi benniget gan̄d ann Aotrou da Zoué é péb amzer, hag é kémen̄d tra a ri.

11. Péorien a vézô bépréd er vrô é péhini é choumi, râk-sé é c’hourc’hémennann d’id digéri da zourn d’as breûr ézommek ha paour, hag a choum gan-éz enn da vrô.

12. Pa vézô bét gwerzet d’id da vreûr pé da c’hôar hébréad, ha ma en dévézô da zervichet é-pâd c’houec’h bloaz, é kasi anézhan̄ dieûb er seizved bloaz :

13. Ha na lézi két da von̄t-kuît, hé zaouarn goullô, ann hini a zieûbi :

14. Hôgen rei a rî d’ézhan̄ da voéd-hen̄t eunn dra-bennâg eûz da dropellou, eûz da leûr, eûz da waskel, war béré en dévézô ann Aotrou da Zoué skuḻet hé vennoz.

15. Ar péz koun pénaoz oud bét sklâv da-unan é douar ann Éjipt, ha pénaoz ann Aotrou da Zoué en deûz da zieûbet : ha râk-sé é c’hourc’hémennann ann dra-man̄ d’id hiriô.

16. Hôgen ma lavar : Na fell két d’in mon̄t-kuît ; ô véza ma kâr ac’hanod ha da dî, ha ma en em gav ervâd gan-éz ;

17. É kéméri eur ménaoued, hag é toulli hé skouarn oud dôr da dî, hag hén̄ a vézô da sklâv d’id da-vikenn. Enn hévélép trâ é rî d’as matez.

18. Na zistrô két da zaoulagad diout-hô, p’az pézô hô c’haset dieûb, dré m’hô deûz da zervichet é-pâd c’houec’h vloaz évit gôbr eur gôpr-dévézour : évit m’as pennigô ann Aotrou da Zoué é kémen̄d a ri.

19. Kémen̄t ken̄ta-ganet é-touez ar bâred a zeûi enn da zaoud pé enn da zén̄ved, a wéstli d’ann Aotrou da Zoué. Na labouri két gan̄d ann éjenn ken̄ta-ganet, ha na douzi két ann dan̄vad ken̄ta-ganet.

20. Hô dibri a rî bép ploaz dirâg ann Aotrou, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou, té ha da dî.

21. Hôgen ma en deûz eunn namm-bennâg, pé mar d-eo kamm pé zall, pé disleber pé wân enn eul léac’h-bennâg eûz hé gorf, na vézô két lazet d’ann Aotrou da Zoué ;

22. Hôgen hé zibri a rî enn diabarz eûz a bersier da géar : ann hini glân kerkouls hag ann hini dic’hlan a zebrô anézhô, ével eûz a iourc’h pé eûz a c’harô.

23. Lakaad a rî évez hép-kén na zebri két hô goâd ; hôgen d’ann douar é skuḻi anézhan̄ ével dour.


————


XVI. PENNAD.


Goéliou Pask, ar Pan̄tékost hag ann Tabernaklou.


1. Mir mîz ar frouez névez da derou ann névez-amzer, évid ôber ar Pask d’ann Aotrou da Zoué ; ô véza ma eo er mîz-zé en deûz ann Aotrou da Zoué da dennet eûz ann Éjipt a-héd ann nôz.

2. Hag é lazi ar Pask d’ann Aotrou da Zoué, eûz a zén̄ved, hag eûz a éjenned, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma choumô hé hanô énô.

3. Na zebri két enn-han̄ bara goell : é-pâd seiz dervez é tebri bara dic’hoell, bara gloaz, ô véza ma oud deûet er-méaz eûz ann Éjipt er spoun̄t ; évit ma ez pézô koun eûz da zonédigez er-méaz eûz ann Éjipt, é-pâd ann holl zeisiou eûz da vuez.

4. Na vézô két gwélet a c’hoell enn da holl harzou é-pâd seiz dervez, ha na c’houmô két a gîg eûz al loen a vézô bét lazet war ar pardaez eûz ar c’hen̄ta deiz bétég ar min̄tin.

5. Na helli két laza ar Pask é kémen̄d hini eûz da geriou a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id ;

6. Hôgen el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma choumô hé hanô énô : laza a ri ar Pask war ar pardaez pa guzô ann héol, er préd ma oud deûet er-méaz eûz ann Éjipt.

7. Hé boaza a rî, hag é tebri anézhan̄ el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, hag ô sével oud ar min̄tin, éz î d’as teltou.

8. É-pâd c’houéac’h dervez é tebri bara dic’hoell ; hag er seizved deiz, ô véza ma eo strollad ann Aotrou da Zoué, na labouri két.

9. Seiz sizun a nivéri adaleg ann deiz é péhini ez pézô lékéat ar fals enn édou ;

10. Hag é lidi goél ar sizuniou d’ann Aotrou da Zoué ; ar rô ioulek eûz da zourn a gennigi hervez bennoz ann Aotrou da Zoue :

11. Hag é ri banvez dirâg ann Aotrou da Zoué, té, da vâb ha da verc’h, da vével ha da vatez, hag al Lévit a zô enn diabarz eûz da bersier, hag ann diavésiad, hag ann emzivad, hag ann in̄tanvez, a choum gan-é-hoc’h, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma choumô hé hanô énô.

12. Hag ez pézô koun pénaoz oud bét sklâv enn Éjipt ; hag é miri hag é rî ar péz a zô bét gourc’hémennet.

13. Lida a rî ivé goél ann tabernaklou é-pâd seiz dervez, pa zastumi da frouez diwar al leûr, hag a zindân ar gwaskel :

14. Hag é ri banvez enn da c’hoél, té, da vâb ha da verc’h, da vével ha da vatez, hag al Lévit, hag ann diavésiad, hag ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez, a zô enn diabarz eûz da bersier.

15. Lida a rî ar goél-zé é-pâd seiz dervez d’ann Aotrou da Zoué, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou ; hag ann Aotrou da Zoué as pennigô enn da holl frouézou, hag é holl ôberiou da zaouarn ; hag é vezi el lévénez.

16. Teir gwéach é-pad ar bloaz en em ziskouézô ann holl baotred dirâg ann Aotrou da Zoué el léac’h en dévézô dilennet : da c’hoél ar bara dic’hoell, da c’hoél ar sizuniou, ha da c’hoél ann tabernaklou. N’en em ziskouézin̄t két dirâg ann Aotrou goullô hô daouarn.

17. Hôgen pép-hini a gennigô diouc’h ma en dévézô, hervez ar vennoz en dévézô rôet d’ézhan̄ ann Aotrou hé Zoué.

18. Lakaad a ri barnerien ha blén̄erien oud dôriou da holl geriou en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué, dré béb breûriez, évit ma varnin̄t ar bobl gan̄d eur varn reiz,

19. Ha na drôin̄t a dû é-béd. N’az pézô azaouez é-béd évid dén, ha na zigéméri két a rôou ; râg ar rôou a zall daoulagad ar ré fûr, hag a laka da drei geriou ar ré wirion.

20. Gan̄t gwirionez éc’h heûli kémen̄d a zô gwirion, évit ma vévi ha ma piaoui ann douar en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué.

21. Na blan̄ti két a goat brâz, na gwézen é-béd é-tâl aoter ann Aotrou da Zoué.

22. Na rî két ha na zavi két evid-oud a skeûden ; râg ann Aotrou da Zoué en deûz kas out-hô.


————


XVII. PENNAD.


É tléeur kémérout ali ar véleien. Dléadou ar rouéed.


1. Na lazi két d’ann Aotrou da Zoué eunn dan̄vad pé eunn éjenn, war béhini é vézô eunn nam pé eur gwall-bennâg ; râg eunn dra argarzuz eo d’ann Aotrou da Zoué.

2. Pa vézô kavet enn da douez, enn unan eûz ar c’heriou en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué, eur goaz pé eur vaouez a ra droug dirâg ann Aotrou da Zoué, hag a dorr hé gévrédigez,

3. O von̄t da zervicha douéed a-ziavéaz, hag oc’h azeûli anezhô, ann héol, pé al loar, pé holl stéred ann én̄v, ar péz n’em eûz két gourc’hémennet :

4. Ha pa vézô disklériet d’id kémen̄t-sé, ha goudé béza hé glevet m’az pézô gréat eunn en̄klask pîz, ha m’az pézô anavézet pénaoz eo gwir, ha pénaoz eo bét great ar fallagriez-zé enn Israel ;

5. É kasi ar goâz pé ar vaouez hô dévézô gréat ar fallagriez-zé out persier da géar, hag é vézin̄t labézet.

6. Néb a vézô lékéat d’ar marô, a vézô barnet war lavar daou pé dri tést. Na vézô lazet dén war desténi unan hép-kén.

7. Dourn ann testou a skôi gan̄t-han̄ da gen̄ta évid hé laza, ha dourn ar ré all eûz ar bobl a skôi goudé, évit ma tenni ann droug eûz da greiz.

8. Mar gwélez pénaoz eo diez ha reûstlet évid-oud ar varn étré ar goâd hag ar goâd, étré eunn abek hag eunn abek, étré eul lovr hag eul lovr : ha mar gwélez pénaoz é kildrô geriou ar varnerien é-tâl da bersier, sâv, ha piñ d’al léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué.

9. Hag é teûi da gavout ar véleien eûz a wenn Lévi, hag ar barner a vézô é karg enn amzer-ze ; ha té a c’houlennô kuzul digan̄t hô, hag hî a zisklériô d’id gwirionez ar varn.

10. Ha té a rai kémen̄d hô dévézô lavaret ar ré a zô da benn el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou, ha kémen̄d hô dévézô desket d’id,

11. Hervez hé lézen : hag ec’h heûḻi hô barnédigez : ha na drôi nag a zéou nag a gleiz.

12. Hôgen néb a stambouc’hô, ha na fellô két d’ézhan̄ sen̄ti out gourc’hémenn ar bélek-brâz, péhini enn amzer-zé a vézô da zervicher d’ann Aotrou da Zoué, hag out lézen ar barner, é vézô lékéat d’ar marô ann dén-zé : hag é tenni ann droug eûz a Israel :

13. Hag ann holl bobl ô klevout kémen̄t-sé en dévézô aoun, hag hini anézhô na stambouc’hô pelloc’h.

14. Pa vézi éat ébarz ann douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id ; p’az pézô perc’hennet anézhan̄, ha pa choumi enn-han̄, ma lévérez : Lakaad a rinn eur roué war-n-oun, ével ma hô deûz ann holl vrôadou a zô enn-drô d’in :

15. Lakaad a rî da roué ann hini en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué eûz a douez da vreûdeûr. Na helli két kémérout da roué eunn dén eûz a eur vrôad all, ha na vézô két breûr d’id.

16. Ha pa vézô lékéat da roué, na zavô két évit-han̄ eunn niver brâz a gézek, ha na lakai két ar bobl da zistrei d’ann Éjipt, goudé béza savet eur varc’hégiez vrâz : dreist-holl pa en deûz ann Aotrou gourc’hémennet d’id na zistrôjez bikenn mui dré ann hen̄t-sé.

17. N’en dévézô két eunn niver brâz a c’hragez évit likaoui hé galoun, nag eul lôd brâz a arc’han̄t hag a aour.

18. Hôgen goudé ma vézô azézet war drôn hé rouan̄télez, é lakai skriva évit-han̄ enn eul levr deûtéronom al lézen-man̄, hag ar skouer anézhan̄ a vézô rôet d’ézhan̄ gan̄d ar véleien eûz a vreûriez Lévi.

19. Gan̄t-han̄ é vézô, hag é lennô enn-han̄ é holl zeisiou eûz hé vuez, évit ma teskô douja ann Aotrou hé Zoué, ha mirout hé c’hériou hag hé lidou, a zô gourc’hémennet el lézen.

20. Na zavet két hé galoun gan̄t balc’hder dreist hé vreûdeûr, ha na drôet nag enn tû déou, nag enn tû kleiz, évit ma rénô pell amzer, hén̄ hag hé vipien, war vugale Israel.


XVIII. PENNAD.


Lôden ar véleien hag al Lévited. Profed brâz diouganet.


1. Ar véleien hag al Lévited, hag ar ré all holl péré a zô eûz ann hévéleb breûriez, n’hô dévézô két a lôden nag a zigwéz gan̄d ann dilerc’h eûz a Israel, ô véza ma tebrin̄t hé sakrifisou, hag hé gennigou ;

2. Ha n’hô dévézô nétrâ all eûz a gers hô breûdeûr : râg ann Aotrou hé-unan eo hô digwéz, ével ma en deûz hé lavaret d’ézhô.

3. Chétu aman̄ ar gwîr hô dévézô ar véleien digan̄d ar bobl, ha digan̄d ar ré a gennig viktimou : daoust pé é lazin̄t eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, é rôin̄t d’ar bélek ar skoaz hag ar poull-kaloun :

4. Ken̄ta-frouez ann éd, ar gwin hag ann éôl, ha lôd eûz ar gloan pa vézô touzet ann dén̄ved.

5. Râg ann Aotrou da Zoué en deûz hé zilennet eûz a douez da holl vreûriézou, évit ma savô ha ma servichô hanô ann Aotrou, hén̄ hag hé vipien da vikenn.

6. Ma ia-kuît eul Lévit eûz a unan eûz da gériou enn Israel, é péhini é choum, ha ma fell d’ézhan̄ don̄d el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou,

7. É servichô é hanô ann Aotrou hé Zoué, ével hé holl vreûdeûr al Lévited, a vézô enn hô zâ enn amzer-zé dirâg ann Aotrou.

8. Ann hévélép lôden boéd en dévézô hag ar ré all ; hép nivéri al lôden a vezô dléet d’ézhan̄ enn hé géar hé-unan diouc’h digwéz hé dadou.

9. Pa vézi éat ébarz ann douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué, diwall n’az pé c’hoan̄t da heûlia fallagriézou ar brôadou-zé ;

10. Ha na vé kavet enn da douez unan-bennâg a c’hlanché hé vâb, pé hé verc’h, oc’h hé dréménout dré ann tân : pé a c’houlenfé kuzul digan̄d ann diouganerien, pé a arvestché ann huvréou hag ann arouésiou, pé a rajé strôbinellou ;

11. Pé a vé kelc’hier, pé a c’houlenfé kuzul digan̄d ar ré hô deuz spéred Pitou, pé digan̄d ann diouganerien, pé a glaskfé ar wirionez é-touez ar ré varô :

12. Râg ann Aotrou a argarz ann holl draou-zé ; hag enn abek d’ar gwallou-zé é vévézô anézhô p’az î ébarz.

13. Klôk é vézi, ha dinam gan̄d ann Aotrou da Zoué.

14. Ar brôadou-zé, é douar péré é teûi da berc’hen, a zélaou ann diouganerien : hôgen té a zô bét desket enn eunn doaré all gan̄d ann Aotrou da Zoué.

15. Ann Aotrou da Zoué a lakai da zével d’id eur profed eûz da bobl, hag eûz a greiz da vreûdeûr, ével-d-oun ; hé zélaoui a ri,

16. Ével ma éc’h eûz goulennet oud ann Aotrou da Zoué é Horeb, pa oa dastumet ar bobl, ô lavarout : Na glevinn mui mouéz ann Aotrou va Doué, ha na wélinn mui ann tân brâz meurbéd-zé, gan̄d aoun na varfchenn.

17. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Mâd eo kémen̄d hô deûz lavaret.

18. Lakaad a rinn da zével eur Profed d’ézhô eûz a greiz hô breûdeûr, hen̄vel ouz-id : lakaad a rinn va geriou enn hé c’hénou, hag hén̄ a lavarô d’ézhô kémen̄d a c’hourc’hémenninn d’ézhan̄.

19. Hôgen piou-bennâg na fellô két d’ézhan̄ sélaoui hé c’heriou, a lavarô em hanô, mé eo a vézô ar ven̄jer.

20. Ar profed péhini, saotret gan̄d ar balc’hder, a fellô d’ézhan̄ komza em hanô, ha lavarout traou ha n’em bézô két gourc’hémennet d’ézhan̄, pé ann hini a gomzô é hanô ann douéed a-ziavéaz, a vézô lékéat d’ar marô.

21. Ha ma lévérez enn-od da-unan : Pénaoz é hellann-mé anaout ar gér, ha n’en deûz két lavaret ann Aotrou ?

22. Chétu ann arouéz ez pézô : Ar péz en dévézô diouganet ar profed zé, ha na vézô két c’hoarvézet, n’en deûz két lavaret ann Aotrou kémen̄t-sé, hôgen gan̄t stambouc’h hé galoun eo en deûz hé aozet é-gaou ar profed : ha râk-se na zouji két anczhan̄.


————


XIX. PENNAD.


Keriou a vénéc’hi. Diwar-benn ar fals testou.


1. Pa en dévézô bévézet ann Aotrou da Zoué ar brôadou, douar péré a dlé da rei d’id, p’az pézô hé berc’hennet, ha pa choumi enn hô c’heriou hag enn hô ziez ;

2. É ranni évid oud teir géar é-kreiz ann douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id é kers ;

3 Hag éc’h aozi gan̄d évez eunn hen̄t : hag é ranni é teir lôden kévatal holl vrô da zouar, évit ma en dévézô tôst d’ézhan̄ eul léac’h évid en em denna enn-han̄, néb a vézô red d’ézhan̄ tec’hout évit béza lazet eunn dén.

4. Chétu aman̄ al lézen diwar benn al lazer a dec’h-kuît, pa vézô réd miroud hé vuez d’ézhan̄ : Néb en dévézô lazet hé nésa héb hé c’houzout ; hag a vézô anat pénaoz n’en dôa két a gâs out-han̄ daou pé tri dervez ken̄t ;

5. Hôgen penaoz hep-kén é oa éat gan̄t-han̄ enn eur c’hoad évit trouc’ha keûneûd, ha pénaoz pa édô ô trouc’ha, é oa éat ar vouc’hal eûz hé zourn, hag ann houarn ô véza dilammet euz hé droad en deûz skôet gan̄d hé viñoun, hag hé lazet ; hén̄ a hellô tec’hi enn unan eûz ar c’heriou-zé, hag é vévô ;

6. Gan̄d aoun na zeûjé ar c’har nésa d’ann hini a zô bét skuḻet hé c’hoad, héget gan̄d hé c’hlac’har, da rédek war-lerc’h hé-man̄, ha d’hé dizout, mar d-eo ré hir ann hen̄t, ha d’hé laza, pétrâ-bennâg n’eo két hé-unan̄ dellézek a varô, ô véza n’eûz kéd a zoaré en défé bét ken̄t kâs é-béd oud ann hini a zô bét lazet.

7. Râk sé é c’hourc’hémennann d’id ranna ann teir c’héar-zé enn eunn héd kévatal étré-z-hô.

8. Hôgen pa en dévézô ann Aotrou da Zoué hédet da harzou, ével ma en deûz hé douet d’az tadou, ha ma en dévézô rôet d’id ann holl zouar en deûz lavaret d’ézhô é rôjé,

9. (Mar mirez koulskoudé hé gélennou, ha mar gréz ar péz a chourc’hémennann d’id hiriô, ma kiri ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzi enn hé hen̄chou é péb amzer) teir géar all a likî ouc’h-penn, hag ével sé é likî daou c’hémen̄d-all ann teir géar gen̄ta :

10. Évit na vézô két skuḻet ar goâd dinam é-kreiz ann douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué é kers, gan̄d aoun na zeûjez da véza tamalluz a skûḻ goâd.

11. Hôgen mar teû eur ré, dré gasoni oud hé nésa, d’hé spia évid hé laza, mar sâv, mar skô gan̄t-han̄, ha mar lâz anézhan̄, ha mar tec’h enn unan-bennâg eûz ar c’heriou-zé,

12. Hénaoured hé géar-hén̄ a gasô war hé lerc’h, hag a lakai hé denna eûz al léac’h a vénéc’hi, a lakai anézhan̄ étré daouarn ar c’har nés eûz ann hini a vézô bét skuḻet hé c’hoad, hag é vézô lékéat d’ar marô.

13. N’az pézô kéd a druez out-han̄, hag é tenni torfed ar goâd dinam eûz a Israel, évit ma vézô vâd d’id.

14. Na zilec’hi két harzou da nésa a vézô bét lékéat gan̄d ar ré a ioa enn da raok, na zizougi két anézhô (T) enn da zigwéz, a rôi d’id ann Aotrou da Zoué enn douar az pézô é kers.

15. Na zavô két eunn tést hép-ken oud eunn dén, daoust pé béc’hed pé pé zrouk en dévézô gréat hé-man̄ ; hôgen pép gér a zavô é génou daou pé drî dést.

16. Mar saô eunn tést gaouiad a-énep eunn dén, oc’h hé damallout a wallérez,

17. É savin̄t hô daou, er striv-zé étré-z-hô, dirâg ann Aotrou, hag é gwél ar véleien hag ar varnerien a vézô é karg enn deisiou-zé.

18. Goudé béza gréat eunn en̄klask piz, mar kavon̄t pénaoz ann tést gaouiad en deûz lavaret eunn tamall é-gaou a-énep hé vreûr ;

19. É rain̄t d’ézhan̄ é-c’hîz m’en dôa mennet ôber d’hé vreûr, hag é tenni ann droug eûz da greiz :

20. Évit pa glevô ar ré all kémen̄t-sé, ma teûin̄t da gaout aoun, ha na grédin̄t mui ôber nétrâ er c’hîz-zé.

21. N’az pézô kéd a druez out-han̄ ; hôgen lakaad a ri da rei buez évit buez, lagad évit lagad, dan̄t évid dan̄t, dourn évid dourn, troad évit troad.


XX. PENNAD.


Lézennou diwar benn ar brézel.


1. P’az î d’ar brézel a-énep da énébourien, hag é wéli kézeg ha kirri, hag eunn armé brasoc’h é niver égéd da hini, n’az péz kéd a aoun ra-z-hô, râg gan-éz éma ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt.

2. Hôgen pa dôstai ann emgann, é savô ar bélek dirâg ann armé, hag é komzô ével-henn oud ar bobl :

3. Sélaou, Israel : hiriô é tléit en em ganna oud hoc’h énébourien ; na vézet két saouzanet hô kaloun, n’hô pézet kéd a aoun, na argilit két, na spoun̄tit két ra-z-hô ;

4. Râg ann Aotrou hô Toué a zô enn hô kreiz, hag é stourmô évid-hoc’h oud hoc’h énébourien, évid hô tenna eûz ar gwall.

5. Ann oviserien ivé é péb ban̄den a lavarô d’ann armé a vezô oc’h hô sélaoui : Piou eo ann dén en deûz savet eunn tî névez, ha n’en deûz két hé wéstlet ? Éat, ha distrôet d’hé dî, gan̄d aoun na varvché enn emgann, ha ma zeûjé eunn all d’hé wéstla.

6. Piou eo ann dén en deûz plantet eur winien, ha n’en deûz két c’hoaz hé lékéat da véza boutin, évit ma hellô ann holl dibri eûz anézhi ? Éat, ha distrôet d’hé dî, gan̄d aoun na varvché enn emgann, ha na zeûjé eunn all da ôber ar péz a dlé da ôber hé-unan.

7. Piou eo ann dén en deûz rôet hé c’hér da véza pried da eur c’hrég, ha n’en deûz két c’hoaz hé c’héméret ? Éat, ha distrôet d’hé dî, gan̄d aoun na varvché enn emgann, ha na zeûjé eunn all d’hé c’hémérout.

8. Goudé béza lavaret kémen̄t-se, é livirin̄t c’hoaz, ô komza oud ar bobl : Piou eo ann dén aounik ha laosk a galoun ? Éat, ha distrôet d’hé dî, gan̄d aoun na zeûjé da spoun̄ta kalounou hé vreûdeûr, ével ma eo saouzanet hé-unan gan̄d ar spoun̄t.

9. Ha pa vézô tavet oviserien ann armé, ha pa hô dévézô éhanet da gomza, pép-hini a zastumô hé van̄dennou evid ann emgann.

10. Pa dôstai oud eur géar évid hé grounna, é kennigi dézhi ar péoc’h da gen̄ta.

11. Mar tigémer anézhan̄, ha mar digor d’id hé fersier, ann holl bobl a vézô enn-hî a vézô salvet, hag é servichô ac’hanod enn eur baéa ar gwiriou.

12. Hôgen ma na fell két d’ézhi ôber kévrédigez gan-éz, ha mar téraou ôber ar brézel ouz-id, é c’hrounni anézhi.

13. Ha pa en dévézô ann Aotrou da Zoué hé lekéat étré da zaouarn, é lazi gan̄d ar c’hlézé kémen̄t paotr a vézô enn-hî,

14. O virout ar merc’hed, hag ar vugalé, al loéned, ha kémen̄t tra all a vézô er géar. Ranna a rî ann holl breiz étré ann armé, ha té en em vagô gan̄d diwisk da énébourien, en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué.

15. Ével-sé é rî é-kén̄ver ann holl geriou, a zô pell-brâz diouz-id, ha péré n’in̄t két eûz ar c’heriou-zé, a dléez da gaout enn da gers.

16. Hôgen é-kén̄ver ar c’heriou a vézô rôet d’id, na lézi béô hini é-béd :

17. Hôgen hô laza a rî gan̄d ar c’hlézé, da lavaroud eo, ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar C’hananéed, hag ar Férézéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed, ével ma en deûz ann Aotrou da Zoué gourc’hémennet d’id :

18. Gan̄d aoun na zeskchen̄t d’é-hoc’h ôber ann holl fallagriézou hô deûz gréat d’hô douéed, ha na béc’hchac’h a-énep ann Aotrou hô Toué.

19. Pa c’hrounni eur géar pell-amzer, ha pa zavi kréou trô-war-drô, évid hé c’hémérout, na drouc’hi két ar gwéz gan̄t péré é helli en em vaga, ha na wasti két gan̄d ar bouc’hili ar vrô trô-war-drô : râk koat eo, ha né két tûd, ha na helfé két kreski enn da énep ann niver eûz ar vrézélidi.

20. Ha ma n’eo két gwéz-frouez, hôgen gwéz koadou, ha mâd évid ann ézommou all, trouc’h-hî, ha grâ ijinou gan̄t-hô, kén n’az pézô kéméret ar géar a stourm ouz-id.


————


XXI. PENNAD.


Lâz dianaf. Gwir ar ré gen̄ta ganet. Mâb dizen̄t.


1. Pa vézô bét kavet er vrô a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id, korf-marô eunn dén a vézô bét lazet, hép gouzout piou en dévézô hé lazet,

2. Ann hénaoured ha ar varnerien a iélô er-méaz, hag a ven̄tô ann héd a zô adaleg ar c’horf-marô bétég ann holl geriou trô-war-drô :

3. Hag ô véza anavézet ann hini a vézô ann dôsta, hénaoured ar géar-zé a gémérô eunn ounner eûz ann tropel, pehini n’é dévézô két c’hoaz douget ar iéo, ha n’é dévézô két roget ann douar gan̄d ar souc’h ;

4. Hag é kasin̄t anézhi enn eunn draoñien c’harô ha meinek, péhini na vézô két bét aret nag hadet biskoaz : hag énô é trouc’hin̄t gouzoug ann ounner.

5. Hag é tôstai ar véleien, mipien Lévi, en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué évid hé zervicha, hag évit benniga enn hé hanô, ha ma vézô barnet diouc’h hô gér kémen̄d strîv, ha kémen̄d a zô glân pé dic’hlan.

6. Hag é teûi hénaoured ar géar-zé étrézég ann hini a vézô bét lazet, hag é walc’hin̄t hô daouarn war ann ounner a vézô bét lazet enn draoñien.

7. Hag é livirin̄t : Hon daouarn n’hô deûz két skuḻet ar goâd-zé, hag hon daoulagad n’hô deûz két hé wélet.

8. Aotrou, béz trugarézuz é-kén̄ver da bobl Israel éc’h eûz dasprénet, ha na damall két ar goâd dinam d’as pobl Israel. Ha gwall ar goâd-zé a vézô tennet diwar-n-ézhô.

9. Ha té a vézô didamall eûz ar goâd dinam a vézô bét skuḻet, p’az pézô gréat ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.

10. Pa vézi éat d’ar brézel a-énep da énébourien, ma en deûz ann Aotrou da Zoué hô lékéat étré da zaouarn, ha pa hô c’hasi da sklaved,

11. Mar gwélez é-mesk ar sklaved eur vaouez gaer ; mar karez anézhî, ha ma c’hoan̄téez hé c’haout da c’hrég,

12. É likii anézhi da von̄t enn da dî ; hag hî a douzô hé bléô, hag a grennô hé ivinou,

13. Hag a ziwiskô ar zaé é dôa pa eo bét kéméret : hag oc’h azéza enn da dî, hé ouélô hé zâd hag hé mamm é-pâd eur miz : ha goudé-zé éz î d’he c’havout, é kouski gan̄t-hî, hag hî a vézô da c’hrég.

14. Hôgen goudé-zé ma na blij két d’id, hé lezi da von̄t dieûb, ha na helli két hé gwerza évid arc’han̄t, nag hé mac’ha gan̄d da c’halloud, ô véza ma éc’h eûz hé izéléet.

15. Ma en deûz eunn dén diou c’hrég, unan karet gan̄t-han̄, hag ébén kaséet, ha ma hô deûz bét mipien diout-han̄, ha mar d-eo ann héna mâb ann hini na gar két ;

16. Pa fellô d’ézhan̄ ranna hé vadou étré hé vipien, na hellô két lakaad da hénaour mâb ann hini a gâr, hag hé lakaad dreist mâb ann hini a gasa ;

17. Hôgen anaoud a rai évid ann hénaour mâb ann hini a gasa, hag é rôi d’ézhan̄ diou lôden eûz a gémen̄t en deûz : râg hen-nez eo ar c’hen̄ta eûz hé vipien, ha d’ézhan̄ eo eo dléet ann hénanded.

18. Ma en deûz ganet eunn dén eur mâb kilpennek ha dichek, péhini na zélaou na gourc’hémenn hé dâd na gourc’hémenn hé vamm, ha péhini pa véz bét tamallet gan̄t-hô, a zinac’h gan̄t faé sen̄ti out hô :

19. É krogin̄t enn-han̄, hag é kasin̄t anézhan̄ da hénaoured hé géar, é-tâl porz ar varn,

20. Hag é livirin̄t d’ézhô : Ar mâb-man̄ d’é-omp a zô kilpennek ha dichek ; faé eo gan̄t-han̄ sélaoui hor c’hélennou ; en em rei a ra d’ar c’hadélez, d’ann orged ha d’ar vezven̄ti.

21. Neûzé pobl ar géar a labézô anézhan̄ gan̄t mein, kén na varvô ; évit ma tennot ann droug eûz hô kreiz, ha ma vézô spoun̄tet Israel holl pa glevô kémen̄t sé.

22. Pa en dévézô eunn dén gréat eunn drouk a dal é vé lékéat da vervel (T) ; pa vézô bét barnet d’ar marô ha staget oud ar groug ;

23. Na choumô két hé gorf-marô oud ar prenn, hôgen enn hévélep deiz é vézô bésiet : râg ann hini a zô krouget oud ar prenn a zô milliget gan̄d Doué : ha na zaotri két ann douar en deûz rôet d’id ann Aotrou da Zoué é kers.


————


XXII. PENNAD.


Karan̄tez é-kén̄ver ann nésa. Kastiz ann avoultriez hag ar c’hadélez.


1. Na wéli két éjenn da vreûr, pé hé zan̄vad dian̄k, ha té ô von̄d é biou : hôgen hô digas a rî d’as preûr,

2. Ha pa na vé két kâr d’id da vreûr, ha pa na anavéschez két anézhan̄ : hô c’has a ri enn da dî, hag é choumin̄t gan-éz, kén na glaskô da vreûr anézhô, ha n’en dévezô bét anézhô.

3. Enn hévélep doaré é ri é-kén̄ver hé azen, hag é-kén̄ver hé ziḻad, hag é-kén̄ver kémen̄t trâ en défé kollet da vreûr : ma hé c’havez, n’hé léz két da rédek, ével pa vé da eunn diavésiad.

4. Mar gwélez azen da vreûr pé hé éjenn kouezet war ann hen̄t, na zelli két gan̄t faé out-han̄, hôgen hé zével a ri gan̄t-han̄.

5. Eur vaouez n’en em wiskô két gan̄t diḻad goâz, hag eur goâz na gémérô két diḻad maouéz ; râk néb her grâ a zô argarzuz dirâk Doué.

6. O valea dré ann hen̄t, mar kavez eunn neiz laboused, pé enn eur wézen pé war ann douar, hag ar vamm kluchet war hé labousédigou pé war hé viou : na géméri két ar vamm gan̄d hé labousédigou :

7. Hôgen hé lézel a ri da von̄t-kuît, p’az pézô kéméret hé labousédigou ; évit ma vezô vâd d’id, ha ma vévi pell amzer.

8. Pa zavi eunn tî névez, é rî eur vôgerenn-drô d’ann dôen ; gan̄d aoun na vé skuḻet ar gôâd enn da dî, ha na véz tamalluz, mar kouéz eur ré d’ann traon̄ diwar-n-ézhan̄.

9. Na hadi két hâd all enn da winien ; gan̄d aoun na zeûjé ann hâd éc’h eûz hadet hag ar péz a zâv eûz ar winien da véza saotret war-eunn-drô.

10. Na ari két gan̄d eunn éjenn hag eunn azen kévret.

11. Na wiski két a ziḻad gwéet gan̄t gloan ha lin.

12. Gan̄t kerdinigou é rî penn-pilou évit lakaat é pévar c’horn ar van̄tel gan̄t péhini en em c’hôlôez.

13. Mar kémer eur ré eur c’hrég, ha mar teû goudé d’hé c’hasaat,

14. Hag ô klask abég évid hé c’hâs-kuît, mar rô d’ézhi eur gwall-hanô, ô lavarout : Ar c’hrég-zé em eûz kéméret ; hôgen pa ounn éat d’hé c’havout, n’em eûz két hé c’havet gwerc’h :

15. Hé zâd hag hé mamm a gémérô anézhî, hag a gasô gan̄t-hô arwésiou hé gwerc’hded da hénaoured kéar a vézô é-tâl ar pors ;

16. Hag ann tâd a lavarô : Va merc’h em eûz rôet da c’hrég d’ann dén-zé : hôgen ô véza deûet d’hé c’hasaat,

17. É rô d’ézhi eur gwall-hanô, ô lavarout : N’em eûz két kavet da verc’h gwerc’h ; ha chétu aman̄ koulskoudé arwésiou gwerc’hded va merc’h. Neûzé é tisplégin̄t ann diḻad dirâg hénaoured kéar.

18. Hag hénaoured ar géar-zé a gémérô ann ozac’h hag a lakai hé skourjéza ;

19. Hag ouc’h-penn é varnin̄t anézhan̄ da gan̄t sikl arc’han̄t a rôi da dâd ar plac’h-iaouan̄k ; ô véza ma en deûz mézékéet gan̄d eur gwall-hanô eur werc’hez eûz a Israel : ha da c’hrég en dévézô anézhî, ha na hellô két hé c’hâs-kuît keit ha ma vévô.

20. Mar d-eo gwir ar péz a lavar, ha ma n’eûz két bét kavet a arwésiou a werc’hded er plac’h-iaouan̄k ;

21. É kasin̄t anézhi er-méaz eûz a zôr ti hé zâd, ha tûd ar géar-zé a labézô anézhi gan̄t mein, hag é varvô, ô véza ma é deûz gréat eur gwall argarzuz é Israel, ô kouéza é gastaouérez é-ti hé zâd : hag é tenni ann droug eûz da greiz.

22. Mar kousk eur ré gan̄t grég eunn all, é varvin̄t hô-daou, da lavaroud eo, ann avoultrer hag ann avoultrérez : hag é tenni ann droug eûz a Israel.

23. Ma é deûz rôet eur plac’h-iaouan̄k hé gér da véza pried, hag hi gwerc’h, ha mar kav eur ré anézhi é kéar ha ma kousk gan̄t-hî,

24. Hô c’hasi hô daou é-tâl pôrs ar géar-zé, hag é vézin̄t labézet gan̄t mein : ar plac’h-iaouan̄k, ô véza n’é deûz két garmet, hag hî é kéar : hag ar goâz, ô véza ma en deûz mézékéet grég hé nésa : hag é tenni ann droug eûz da greiz.

25. Hôgen mar kav eur ré enn eur park eur plac’h-iaouan̄k péhini é deûz rôet hé gér da véza pried ; mar krôg enn-hî, ha ma kousk gan̄t-hî, na varvô némét-han̄ :

26. Ar plac’h-iaouan̄k na c’houzan̄vô nétrâ, ha né két dellézeg a varô : râg ével ma sâv eul laer a-éneb hé vreûr, ha ma lam hé vuez digan̄t-han̄ ; ével-sé ar plac’h-iaouan̄k-zé é deûz gouzan̄vet.

27. Hé-unan édo enn eur park : garmet é deûz, ha n’eo deûet dén évid hé dieûbi.

28. Mar kav eur ré eur plac’h-iaouan̄k gwerc’h, ha péhini n’é deûz két rôet hé gér da véza pried ; mar krôg enn-hî, ha ma kousk gan̄t-hî, ha mar béz diskuliet kémen̄t-sé d’ar varnerien̄ ;

29. Ann hini a zô bét ô kousket gan̄t-hi a rôi da dâd ar plac’h-iaouan̄k an̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t ; ha da c’hrég en dévézô anézhî, ô véza ma en deûz hé mézékéet : na hellô két hé c’hâs-kuît keit ha ma vévô.

30. Na gémérô dén grég hé dâd, ha na zizôlôi két hé mézégez.


————


XXIII. PENNAD.


Piou a dlé béza pelléet eûz a strollad ann Aotrou. Glanded. Gwéstlou.


1. Ar spâz, é péhini é vézô bét friket pé trouc’het hé gellou, pé krennet hé biden, n’az ai két é strollad ann Aotrou.

2. Ar bastard, da lavaroud eo, ann hini a zô ganet eûz a eur c’hast, n’az ai két é strollad ann Aotrou, bétég ann dékved rumm.

3. Ann Ammonited hag ar Voabited na d-ain̄t két é strollad ann Aotrou goudé zô-kén ann dékved rumm ; na d-ain̄t bikenn :

4. O véza né két fellet d’ézhô mon̄d war hoc’h arbenn gan̄t bara ha dour war ann hen̄t, pa zeûjot er-méaz eûz ann Éjipt : hag ô véza ma hô deûz kaset enn da énep Balaam, mâb Béor, eûz a Vézopotamia é Siria, évit da villiga.

5. Hôgen ann Aotroù da Zoué na fellaz két d’ézhan̄ sélaoui Balaam, hag é trôaz hé vallôz é bennoz d’id, ô véza ma karé ac’hanod.

6. Na rî két a béoc’h gân̄t-hô, ha na glâski két ôber vâd d’ézhô keit ha ma vévi da-vikenn.

7. Na argarzi két ano Iduméan, râk da vreûr eo ; nag ann Éjiptian, râk diavésiad oud bét enn hô vrô.

8. Ar ré a vézô ganet diout-hô a iélô é strollad ann Aotrou d’ann trédé rumm.

9. P’az î d’ar brézel a-énep da énébourien, en em viri a bép trâ drouk.

10. Mar béz enn hô touez eunn dén, hag a vé bét saotret enn nôz dré eunn huvré, éz ai er-méaz eûz ar c’hâmp,

11. Ha na zistrôi két, kén n’en dévézô gwalc’het hé zaouarn war ar pardaez : ha goudé kûs-héol é tistrôi d’ar champ.

12. Eul léac’h az pézô er-méaz eûz ar c’hamp, é péléac’h éz î war-véaz.

13. Eur peûlik a zougi oud da c’houriz, ha pa arzaôi, é rî eunn toull krenn, hag é c’hôlôi gan̄d douar ar péz ez pézô distaolet,

14. Pa vézi savet alesé. (Râg ann Aotrou da Zoué a valé é-kreiz da gamp, évid da zieûbi, ha lakaad da énébourien étré da zaouarn) : ha bézet san̄tel da gamp, ha na vézet gwélet enn-han̄ nétrâ a louz, gan̄d aoun n’as tilezché ann Aotrou.

15. Na likii két étré daouarn hé vestr, ar sklâv a zô tec’het étrézég enn-oud.

16. Choum a rai gân-éz el léac’h ma karô, hag éc’h arzaôi enn unan eûz da geriou : na nec’h két anézhan̄.

17. Na vézô két a c’hast é-touez merc’hed Israel, nag a c’hastaouer é-touez mipien Israel.

18. Na gennigi két gôbr ar c’hast na gwerz ar c’hî é tî ann Aotrou da Zoué pétrâ-bennâg m’az pézô gwéstlet ; râg argarzuz in̄t hô daou dirâg ann Aotrou da Zoué.

19. Na rôi két d’as preûr war gampi, nag arc’han̄t, nag édou, na nétrâ all é-béd ;

20. Hôgen hép-kén d’ann diavésiad. D’as preûr é presti kémen̄d en dévézo ézomm, hép kampi é-béd ; évit ma vennigô ann Aotrou da Zoué ac’hanod é kémen̄d a ri gan̄d da zaouarn, enn douar é péhini éz éz évid béza hé berc’hen.

21. P’az pézô gréat eur gwéstl d’ann Aotrou da Zoué, na zaléi két d’hé zévéni ; râg ann Aotrou da Zoué hé c’houlennô stard digan-éz ; ha mar daléez, é vézô nivéret d’id évit péc’hed.

2i. Ma na réz kéd a wéstl, é vézi dibéc’hed.

23. Hôgen ar péz a vézô éat eur wéach er-méaz eûz da vuzellou a viri, hag é rî ével ma éc’h eûz gwéstlet d’ann Aotrou da Zoué, ô véza ma éc’h eûz komzet gan̄d da ioul ha dré da c’hénou.

24. P’az î é gwinien da nésa, debr rezin kémen̄d na ma kiri ; hôgen na gâs két gan-éz er-méaz.

25. P’az î é park da viñoun, é helli terri tamoézennou, hag hô frika enn da zourn ; hôgen na drouc’hi két gan̄d ar fals.


————


XXIV. PENNAD.


Paéa ar gôbrou. Lézel d’ar béorien ann dilerc’h eûz ann éd hag eûz ar rezin.


1. Mar kémer eunn dén eur c’hrég, ha mar d-â gan̄t-hi ; ha ma na gâv két hî trugarez dirâg hé zaoulagad, enn abek da eunn dra louz-bennâg, é skrivô-hén̄ eul levr-rann, hé rôi d’ézhi enn hé dourn, hag a gasô anézhi kuît eûz hé dî,

2. Pa vézô éat-kuît, mar kemer eunn ozac’h all,

3. Ha mar teû ivé hé-man̄ d’hé c’hasaat, ha da rei d’ézhi eul levr-rann, ha d’hé c’hâs-kuît eûz hé dî ; pé mar teû zô-kén da vervel ;

4. Ann ozac’h ken̄ta na hellô két hé c’hémérout da c’hrég, ô véza ma eo bét saotret hî, ha ma eo deûet da véza argarzuz dirâg ann Aotrou : na laka két da béc’hi ann douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id é kers.

5. Pa en dévézô eunn dén kéméret eur c’hrég a névez a vézô, na d-ai két d’ar brézel, ha na vézô rôet d’ézhan̄ karg hollek é-béd ; hôgen en em rei a rai d’hé dî hép gwall é-béd, évit ma en em laouénai gan̄d hé c’hrég é-pâd eur bloaz.

6. Na géméri két é gwéstl ar méan-vilin izéla nag ann uc’héla ; râk bividigez eunn den eo a vé kenniget d’id.

7. Mar béz kavet eunn dén ô spia hé vreûr eûz a vugalé Israel, ha mar kémer ar gôbr anézhan̄ goudé ma vézô gwerzet gan̄t-han̄, é vézô lazet ; hag e tenni ann droug eûz da greiz.

8. Mir gan̄t préder na gouézi é gouli al lovren̄tez ; hôgen grâ kémen̄d a zeskô d’id ar véleien eûz a wenn Lévi, diouc’h ar péz em eûz gourc’hémennet d’ézhô ; ha grâ-hén̄ gan̄d évez.

9. Hô pézet koun eûz ar péz a réaz ann Aotrou hô Toué da Vari enn hen̄t, goudé ma oec’h deûet er-méaz eûz ann Éjipt.

10. Pa c’houlenni digan̄d da nésa eunn dra-bennâg a dlé d’id, n’az î két enn hé dî évit kâs eur gwéstl gan-éz ;

11. Hôgen er-méaz é choumi enn da zâ, hag hén̄ a gasô d’id ar péz en dévézô :

12. Ha mar d-eo paour, ar gwéstl na choumô két héd ann nôz enn da dî ;

13. Hôgen hé zisteûrel a ri d’ézhan̄ râk-tâl abarz kûs-héol ; évit ma kouskô enn hé wiskaman̄t ha ma vennigô ac’hanod, ha ma vézi kavet gwirion dirâg ann Aotrou da Zoué.

14. Na zinac’hi két hé c’hôbr d’ann ézommek ha d’ar paour, daoust pé eo da vreûr, pé eunn diavésiad a choum gan-éz enn da zouar, hag enn diabarz eûz da bersier :

15. Hôgen disteûrel a ri d’ézhan̄ enn hévélep deiz gôbr hé labour, abarz kûs-héol, ô veza ma eo paour, ha ma vév diout-han̄ : gan̄d aoun na c’harmché enn da énep étrézég ann Aotrou, ha na vé nivéret d’id évit péc’hed.

16. Na vézô két lazet ann tadou évid ar vipien, nag ar vipien évid ann tadou ; hôgen pep hini a varvô évid hé béc’hed hé unan.

17. Na dorri két ar gwîr é-kén̄ver ann diavésiad, nag é-kén̄ver ann emzivad, ha na géméri két évit gwéstl diḻad ann in̄tan̄vez.

18. Az péz koun pénaoz oud bét sklâv enn Éjipt, ha pénaoz ann Aotrou da Zoué en deûz da dennet ac’hanô : râk-sé eo é c’hourc’hémennann d’id ôber ann dra-man̄.

19. P’az pézô médet da éd enn da bark, hag az pézô lézet eur valan dré an̄kounac’h, na zistrôi két évid hé c’hémérout ; hôgen hé lézel a rî d’ann diavésiad, d’ann emzivad, ha d’ann in̄tan̄vez, évit ma vennigô ac’hanod ann Aotrou da Zoué é holl labour da zaouarn.

20. P’az pézô dastumet frouez ar gwéz olived, na zistrôi két évit dastumi ar péz a vézô choumet war ar gwéz ; hôgen hô lézet a rî d’ann diavésiad, d’ann emzivad, ha d’ann in̄tan̄vez.

21. P’az pézô dastumet frouez da winien, na zastumi két ar bôdou-rezin a vézô choumet, hôgen béz’ é vézin̄t évid ann diavésiad, ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez.

22. Az péz koun pénaoz oud bét da-unan sklâv enn Éjipt ; ha râk-sé eo é c’hourc’hémennann d’id ôber ann dra-man̄.


————


XXV. PENNAD.


Kastiz ar skourjez. Breûr dalc’het da zimézi gan̄d in̄tan̄vez hé vreûr. É tléeur da vévézi Amalek.


1. Mar sâv dael étré eur ré-bennâg, ha mar galvon̄t ar varnerien, ann hini a anavézin̄t évit béza gwirion, é rôin̄t ar gwîr d’ézhan̄ ; ann hini a vézô anavézet évit béza fallagr, a varnin̄t a fallagriez.

2. Hôgen mar gwélon̄t pénaoz ann hini en deûz péc’het a zellez béza kannet, hel likiin̄t da c’hourvéza, hag é likiin̄t hé ganna dira-z-hô. Diouc’h men̄t ar péc’hed é vézô niver ann taoliou :

3. Enn hévélep doaré héb-kén na vézô két rôet ouc’h-penn daou-ugen̄t taol ; gan̄d aoun n’az ajé-kuît da vreûr goude béza bét roget gan̄t krizder dirâk da zaoulagad.

4. Na éréi két génou ann éjenn a zourn da éd war al leûr.

5. Mar choum daou vreûr kévret, ha mar marv unan anézhô héb bugalé, grég ann hini-marô na zimézô ket da eunn all, hôgen breûr hé ozac’h hé c’hémérô da c’hrég, hag a lakai hâd da zével d’hé vreûr.

6. Hag é rôi d’ar c’hen̄ta-ganet anézhi hanô hé vreûr, évit na vézô két kollet hé hanô é Israel.

7. Hôgen ma na fell két d’ézhan̄ dimézi da c’hrég hé vreûr, ar vaouez a iélô é-tâl dôr kéar, hag a gomzô oud ann hénaoured, ô lavarout : Breûr va ozac’h na fell két d’ézhan̄ sével hanô hé vreûr é Israel, na va c’hémérout da c’hrég.

8. Ha râk-tâl é likiin̄t hé c’hervel, hag é rain̄t goulennou out-han̄. Ma lavar-hén̄ : Na fell két d’in hé c’hémérout da c’hrég :

9. Ar vaouez a dôstai out-han̄ dirâg ann hénaoured, hag a dennô hé votez d’ézhan̄ eûz hé droad ; hag é skôpô-hi oud hé zremm, ô lavarout : Bézet gréat ével-sé d’ann dén ha na zâv két tî hé vreûr ;

10. Hag hé di (T) a vézô galvet é Israel, Tî ann divotez.

11. Ma c’hoarvez krôz étré daon zén, ha mar téraouon̄t striva ann eil ouc’h égilé : ha mar fell da c’hrég unan anézhô tenna hé ozac’h eûz a zaouarn égilé a zô kréoc’h ; ma astenn hé dourn, ha mar krôg eun hé vézégez-hén̄ ;

12. É trouc’hi hé dourn, hép m’az pézô truez é-béd oud-hi.

13. N’az pézô két enn da zâc’h meûr a boéz, ré vrasoc’h ha ré vihanoc’h :

14. Ha na vézô két enn da dî eur boézel brasoc’h hag eur boézel bihanoc’h.

15. Eur poéz reiz ha gwîr ez pézô, hag eur boezel kévatal ha gwîr ; évit ma vévi pell-amzer war ann douar en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué.

16. Râg ann Aotrou da Zoué a argarz ann hini a râ kémen̄t-sé, hag a gasa pép gaou.

17. Az péz koun eûz ar péz en deûz gréat d’id Amalek enn hen̄t, pa zeûjoud er-méaz eûz ann Éjipt ;

18. Pénaoz é tiarbennaz ac’hanod, hag é lazaz ar ré a oa é lôst da armé, hag a oa arzaoet ker skuiz é oan̄t, ha pa oaz-té dinerzet gan̄d ann naoun, ha gan̄d al labour ; ha na zoujaz két Doué.

19. Pa en devézô éta ann Aotrou da Zoué rôet éhan did, ha lékéat da bléga dindân-oud ann holl vrôadou a vézô war-drô d’id enn douar en deûz lavaret é rôjé d’id ; é lami hé hanô eûz a zindân ann én̄v. Laka évez n’hé an̄kounac’hai két.


————


XXVI. PENNAD.


Diwar-benn ar préveûdiou hag ann déogou.


1. Pa vézi éat enn douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id é kers ; p’az pézô hé biaouet, ha pa choumi enn-nan̄,

2. É kéméri ar préveûdiou eûz da holl frouez, hag é likii anézhô enn eur gést, hag éz î d’al léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma vézô énô galvet hé hanô :

3. Hag éz î da gaout ar bélek, a vézô é karg enn deisiou-ze, hag e liviri d’ézhan̄ : An̄savout a rann hiriô dirâg ann Aotrou da Zoué, pénaoz ounn deûet ébarz ann douar en dôa touet d’hon tadou é rôjé d’é-omp.

4. Hag ar bélek ô kemérout ar gést eûz da zourn, hé lakai dirâg aoter ann Aotrou da Zoué.

5. Hag é liviri dirâg ann Aotrou da Zoué : Ar Siriad a iéaz war-lerc’h va zâd, hag hén̄ a ziskennaz enn Éjipt, hag a choumaz énô ével eunn diavésiad enn eunn niver bihan ; hôgen kreski a réaz énô enn eur bobl brâz ha kré ha diniver.

6. Hag ann Éjiptianed a c’hlac’haraz hag a heskinaz ac’hanomp, hag a lékéaz war-n-omp kargou pounner-brâz.

7. Ha ni a c’harmaz oud ann Aotrou Doué hon tadou, péhini a zélaouaz ac’hanomp, hag a zellaz oud hon izelded, oud hor labour, hag oud hon an̄ken :

8. Hag hén hon tennaz eûz ann Éjipt gan̄d eunn dourn kré, gan̄d eur bréac’h astennet, gan̄d eur spoun̄t brâz, gan̄d arouésiou ha burzudou :

9. Hag hol lékéat en deûz da zon̄t el léac’h-man̄, hag en deûz rôet d’é-omp ann douar-man̄, é péhini é tivér al léaz hag ar mél.

10. Ha râk-sé eo é kennigann bréman̄ préveûdiou frouez ann douar en deûz rôet ann Aotrou d’in. Hô lézel a rî dirâg ann Aotrou da Zoué, ha goudé béza azeûlet ann Aotrou da Zoué,

11. É ri banvez gan̄t ar madou en dévézô rôet ann Aotrou da Zoué d’id ha d’as tî, té hag al Lévit, hag ann diavésiad a zô gan-éz.

12. P’az pézô peûr-rôet ann déog eûz da frouez, ann trédé bloaz eûz ann déogou, hô rôi d’al Lévit, ha d’ann diavésiad, ha d’ann emzivad, ha d’ann in̄tanvez, évit ma tebrin̄t enn diabarz eûz da bersier, ha ma hô dévézô hô gwalc’h.

13. Hag é liviri dirâg ann Aotrou da Zoué : Tennet em eûz eûz va zî kémen̄t a oa gwéstlet, hag hé rôet em eûz d’al Lévit, ha d’ann diavésiad, ha d’ann emzivad, ha d’ann in̄tan̄vez, ével ma éc’h eûz hé c’hourc’hémennet d’in : n’ounn két éat ébiou d’as kélennou, ha n’em eûz két an̄kounac’héet da c’hourc’hémennou.

14. N’em eûz két debret anézhô em c’haon̄, ha n’em eûz két hô lékéat a dû évid eunn dra dic’hlan-bennâg, ha n’em eûz két rôet anézhô évid ar c’han̄vou. Sen̄tet em eûz out mouéz ann Aotrou va Doué, ha gréat em eûz kémen̄t éc’h eûz gourc’hémennet d’in.

15. Sell ouz-omp eûz da zan̄tuar, hag eûz al léac’h uc’hel eûz ann én̄vou é péléac’h é choumez, ha bennig da bobl Israel, hag ann douar éc’h eûz rôet d’é-omp, ével ma éc’h eûz hé douet d’hon tadou, douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél.

16. Ann Aotrou da Zoué a c’hourc’hémenn d’id hiriô ôber ar c’hélennou-zé hag ar barnédigézou-zé ; ha ma viri, ha ma sévéni anézhô a greiz da galoun hag a greiz da éné.

17. Dilennet éc’h eûz hiriô ann Aotrou, évit ma vézô Doué d’id, évit ma kerzi enn hé hen̄chou, ha ma viri hé lidou, hag hé gélennou, hag hé varnédigézou, ha ma sen̄ti oud hé c’hourc’hémenn.

18. Hag ann Aotrou en deûz da zilennet hiriô, évit ma vézi hé bobl hé-unan ével ma en deûz hé lavaret d’id, hag évit ma viri hé holl gélennou,

19. Hag évit m’as lakai da véza ar brudéta eûz ann holl boblou en deûz krouet, évid hé veûleûdi, hag évid hé hanô, hag évid hé c’hloar ; hag évit ma vézi pobl san̄tel ann Aotrou da Zoué, ével ma en deûz hé lavaret.


————


XXVII. PENNAD.


Aoter véan war aot ar Jourdan. Lid é-kén̄ver ar bennosiou hag ar mallosiou.


1. Neûzé Moizez hag hénaoured Israel, a c’hourc’hémennaz d’ar bobl, ô lavarout : Mirit ann holl gélennou a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô.

2. Ha pa vézô treûzet ar Jourdan gan-é-hoc’h, ha ma viot éat enn douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué, é savi mein brâz, hag é lifri anézhô gan̄t râz ;

3. Évit ma helli skriva war-n-ézhô holl c’heriou al lézen-man̄, p’az pézô treûzet ar Jourdan ; ha p’az î ébarz ann douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué, douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél, ével ma en deûz touet d’as tadou.

4. Pa hô pézô éta treûzet ar Jourdan, é savot ar vein-zé, ével ma hé c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô, war vénez Hébal, hag é lifri anézhô gan̄t râz.

5. Sével a rî ivé énô eunn aoter d’ann Aotrou da Zoué, gan̄t mein, ha na vézô két stoket houarn out-hô,

6. Gan̄t mein dizoaré ha digompez : hag é kennigi war ann aoter-zé sakrifisou-losk d’ann Aotrou da Zoué :

7. Hag é lazi hostivou a beoc’h, hag é tebri énô, hag é ri banvez dirâg ann Aotrou da Zoué.

8. Hag é skrivi splann ha fréaz war ar vein ann holl c’heriou eûz al lézen-man̄.

9. Neûzé Moizez hag ar véleien eûz a wenn Lévi a lavaraz da holl bobl Israel : Laka évez, ha sélaou, Israel : Hiriô oud deûet da bobl d’ann Aotrou da Zoué :

10. Sélaoui a rî hé vouéz, hag é rî ar c’hélennou hag ar barnédigézou a c’hourc’hémennann d’id.

11. Ha Moizez a c’hourc’hémennaz d’ar bobl enn deiz-zé, ô lavarout :

12. Ar ré-man̄ a zavô évit binnisien ar bobl, war vénez Garizim, goudé ma vézô treûzet ar Jourdan : Siméon, ha Lévi, ha Juda, hag Isakar, ha Jozef, ha Ben̄jamin.

13. Ha râg-énep é savô ar ré-man̄ évit millisien, war vénez Hébal : Ruben, ha Gad, hag Aser, ha Zabulon, ha Dan, ha Neftali.

14. Hag al Lévited a gomzô, hag a lavarô da holl dûd Israel gan̄d eur vouéz uc’hel :

15. Milliget eo ann dén a ra eur skeûden kizellet pé teûzet, argarzuz d’ann Aotrou, labour dourn eur méchérour, hag hé laka enn eul léac’h kûz ; hag ann holl bobl a respoun̄tô, hag a lavarô : Amen.

16. Milliget eo ann hini ha na énor két hé dâd hag hé vamm ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

17. Milliget eo ann hini a zilec’h harzou hé nésa ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

18 Milliget eo ann hini a laka ann dén-dall da fazia war ann hen̄t ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

19. Milliget eo ann hini a dorr ar varn é-kén̄ver ann diavésiad, ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

20. Milliget eo ann hini a gousk gan̄t grég hé dâd, hag a zizôlô pallen é welé ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

21. Milliget eo ann hini a gousk gan̄d eul loen-bennâg ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

22. Milliget eo ann hini a gousk gan̄d hé c’hoar, merc’h hé dâd pé merc’h hé vamm ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

23. Milliget eo ann hini a gousk gan̄d hé vamm-gaer ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

24. Milliget eo ann hini a skô gan̄d hé nésa é-kûz ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

25. Milliget eo ann hini a zigémer gôprou évit skuḻa ar goad dinam ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.

26. Milliget eo ann hini ha na choum két stard é geriou al lézen-man̄, ha na zéven két anézhô évit-gwîr ; hag ann holl bobl a lavarô : Amen.


————


XXVIII. PENNAD.


Bennoz d’ar ré a virô lézen ann Aotrou. Malloz d’ar ré hé zorrô.


1. Hôgen mar sélaouez lézen ann Aotrou da Zoué, oc’h ôber hag ô virout hé holl c’hourc’hémennou a gémennann d’id hiriô, ann Aotrou da Zoué az lakai da véza uc’héloc’h égéd ann holl boblou a choum war ann douar.

2. Hag ann holl vennosiou-man̄ a zeûi war-n-oud, hag a heûliô ac’hanod, gan̄t ma sélaoui kélennou ann Aotrou.

3. Benniget é vézi er géar, ha benniget er-mèaz.

4. Benniget é vézô frouez da gôf, ha frouez da zouar, ha frouez da loéned, tropellou da zaoud, ha kreier da zén̄ved.

5. Benniget é é vézô da zôliérou, ha benniget da zilerc’hiou.

6. Benniget é vézi ô von̄d ébarz hag ô von̄d er-méaz.

7. Lakaad a rai ann Aotrou da énébourien a zavô enn da énep, da gouéza dira-z-oud : dré eunn hen̄t é teûin̄t enn da énep, ha dré zeiz hen̄t é tec’hin̄t a zira-z-oud.

8. Ann Aotrou a gasô hé vennoz war da gaviou, ha war holl labouriou da zaouarn : hag as pennigô enn douar ez pézô bét digan̄t-han̄.

9. Ann Aotrou as savô da bobl san̄tel d’ézhan̄ hé-unan, ével ma en deûz hé douet d’id, ma viret gourc’hémennou ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzez enn hé hen̄chou.

10. Hag ann holl boblou eûz ann douar a wélô pénaoz hanô ann Aotrou a zô galvet war-n-oud, hag é spoun̄tin̄t ra-z-oud.

11. Ann Aotrou az lakai da fonnna é pép madou, é frouez da gôf, hag é frouez da loéned, hag é frouez da zouar, en deûz touet ann Aotrou d’as tadou hé rôjé d’id.

12. Ann Aotrou a zigorô hé den̄zor {{Reizh|mâb|mâd|-meûrbéd, ann én̄v, évit ma rôi glaô d’as touar enn hé amzer, hag é vennigô holl labouriou da zaouarn, ha té a rôi é prést da galz a boblou, ha na géméri é prést digan̄d hini.

13. Ann Aotrou az lakai oud ar penn, ha nann oud al lôst, ha bépréd é vézi a-uz, ha nann a-iz, gan̄t ma sélaoui gourc’hémennou ann Aotrou da Zoué, a gémennann d’id hiriô, ha ma viri ha ma sévéni anézhô ;

14. Ha na zistrôi két diout-hô, nag a zéou, nag a gleiz, ha na heûli, na na gééli douéed a-ziavéaz.

15. Ma na fell két d’id sélaoui mouéz ann Aotrou da Zoué, na mirout, na sévéni hé holl c’hourc’hémennou hag hé lidou, a gémennann d’id hiriô, ann holl vallosiou-man̄ a zeûi war-n-oud, hag a heûliô ac’hanod.

16. Milliget é vézi er géar, ha milliget er-méaz.

17. Milliget é vézô da zôliérou, ha milliget da zilerc’hiou.

18. Milliget é vézô frouez da gôf, ha frouez da zouar, tropellou da zaoud, ha ban̄dennou da zén̄ved.

19. Milliget é vézi ô von̄d ébarz, ha milliget ô von̄d er-méaz.

20. Ann Aotrou a gasô war-n-oud naounégez ha diénez, hag ar c’hastiz enn holl labouriou a rî ; kén n’en dévézô da gaset-da-gét, ha da gollet é berr amzer. enn abek d’as gwall-ôberiou, gan̄t péré ez pézô va dilézet.

21. Ann Aotrou a gasô ivé d’id ar vosen, kén n’en dévézô da vévézet diwar ann douar, é péhini éz éz évit béza hé berc’hen.

22. Ann Aotrou az gloazô gan̄d ar baouren̄tez, ha gan̄d ann dersien, ha gan̄d ar iénien, ha gan̄d ann domder, ha gan̄d ar c’hrouez, ha gan̄d ar gwall éar, ha gan̄d ann duan, hag é heskinô ac’hanod kén na vézi kollet a-grenn.

23. Ann én̄v a zô a-ziouc’h d’id a vézô a arem ; hag ann douar a vac’hez a vézô a houarn.

24. Ann Aotrou a rôi d’as douar poultr é léac’h glaô ; hag eûz ann én̄v é tiskennô ludu war-n-oud, kén na vézi kaset-da-gét.

25. Ann Aotrou az lakai da gouéza dirâk da énébourien ; dré eunn hen̄t éz î enn hô énep, ha dré zeiz hen̄t é tec’hî, hag é vézi skiñet dré holl rouan̄télésiou ann douar.

26. Da gorf marô a vézô da voéd da holl evned ann én̄v ha da loéned ann douar, ha dén n’hô c’hasô-kuît.

27. Ann Aotrou a skôi war-n-oud gan̄t gouli ann Éjipt, ha gan̄t gâl, ha gan̄d debron, é kévren ar c’horf dré béhini eo diskarget ar mon : ha na helli két hô iac’haat.

28. Ann Aotrou a zigasô d’id follen̄tez, ha dallen̄tez, ha diboell a spéred. (T).

29. Enn eur bafala éz î é-kreiz ann deiz, ével ma eo boazet ann dén dall da bafala enn dévalien, ha na reizi két da hen̄chou. É péb amzer é vézi drouk-prézeget (T), hag é vézi mac’het gan̄d ann ners ; ha n’az pézô dén évid da denna a boan.

30. Eur c’hrég a géméri, hag eunn all a gouskô gan̄t-hi. Eunn tî a zavi, ha na choumi két enn-han̄. Eur winien a blan̄ti, ha na zastumi két hé rézin.

31. Da éjenn a vézô lazet dira-z-oud, ha na zébri két anézhan̄. Da azen a vézô skrapet dira-z-oud, ha na vézô két asrôet d’id. Da zén̄ved a vézô rôet d’as énébourien, ha na zeûi dén d’az skoazella.

32. Da vipien ha da verc’hed a vézô rôet da eur bobl all ; da zaoulagad hô gwélô, hag a wévô dira-z-hô hed ann deiz, ha na vézô két a ners enn da zourn.

33. Frouez da zouar, ha frouez da holl labouriou a vézô debret gan̄d eur bobl ha na anavézéz két : bépréd é vézi drouk-prézeget (T), ha bemdez é vézi mac’het :

34. Ha saouzanet é vezi gan̄d ar spoun̄t eûz ar péz a wélô da zaoulagad.

35. Ann Aotrou a skôi war-n-oud gan̄d eur gwall c’houli enn da zaoulin hag enn da zivesker ; ha na helli két béza iac’héet adalek seûl ann troad bété lein ar penn.

36. Ann Aotrou az kasô té, hag ar roué ez pézô lékéat war-n-oud, é-kreiz eur bobl ha na anavézi két, na té, na da dadou : hag énô é servichi douéed a-ziavéaz, koat ha mein.

37. Ha té a vézô man̄tret, ha té a vézô da c’hoariel d’ann holl boblou é-touez péré en dévézô da gaset ann Aotrou.

38. Kalz a hâd a daoli enn douar, ha nébeûd é tastumi ; râg ar giḻeien-raden hé zebrô holl.

39. Eur winien a blan̄ti hag a bali, ha na évi kéd a wîn anézhî, ha na zastumi nétrâ diout-hi ; râg gan̄d ar prén̄ved é vézô gwastet.

40. Gwéz-olived éz pézô enn da holl barzou, ha n’en em lardi két gan̄d éôl ; râk divésa a rain̄t, hag éz ain̄t da goll.

41. Mipien ha merc’hed a c’hani, ha n’az pézô két anézhô enn da gichen (T) ; râg é sklavérez é vézin̄t kaset.

42. Da holl wéz hag holl frouez da zouar a vézô bévézet gan̄d ann duan.

43. Ann diavésiad a zô enn da douez enn da zouar, a zavô dreist-oud, hag a vézô uc’heloc’h ; hôgen té a ziskennô, hag a vézô izéloc’h.

44. Hén̄ eo a rôi é prést d’id, ha na rôi két é prést d’ézhan̄. Hén̄ eo a vézô oud ar penn, ha té a vézô oud al lôst.

45. Ann holl vallosiou-zé a zeûi war-n-oud, a heskinô hag a heûliô ac’hanod, kén na vézi kollet a-grenn ; ô véza n’az pézô két selaouet mouéz ann Aotrou da Zoué, ha n’az pézô két miret hé c’hourc’hémennou hag al lidou en deûz kémennet d’id.

46. Hag hî a vézô da arouéz ha da vurzud enn-oud, hag enn da wenn da-vikenn :

47. O véza n’az pézô két servichet ann Aotrou da Zoué el lévénez, hag é dudi da galoun, é founder pép trâ.

48. Servicha a rî da énébour, a gasô d’id ann Aotrou, enn naoun, hag er séc’hed, hag enn noazded, hag enn diénez eûz a bép trâ : hag hén̄ a lakai eur iéô houarn war da chouk, kén n’en dévézô da gaset-da-gét.

49. Ann Aotrou a gasô war-n-oud eur bobl a bell, hag eûz a bennou pella ann douar, é doaré eunn er a nîch gan̄t téarded ; eur bobl ha na helli két anaout hé iéz ;

50. Eur bobl rôk-brâz, péhini n’en deûz azaouez é-béd évid ar ré gôz, na truez é-béd évid ar vugaligou.

51. Hag hî a zebrô frouez da loéned, ha frouez da zouar, kén na vézi kollet a-grenn : ha na lézô gan-éz nag éd, na gwîn, nag éôl, na tropellou saoud, na ban̄dennou den̄ved, kén n’en dévézô da gaset-da-gét.

52. Da vac’ha a rai enn da holl gériou ; ha da vuriou kré hag uc’hel, e péré éz pézô lékéat da fisian̄s, a vézô diskaret enn da holl zouar. Grounnet é vézi enn diabarz eûz da bersier enn da holl zouar, a rôi d’id ann Aotrou da Zoué.

53. Dibri a rî frouez da gôf, ha kîk da vipien ha da verc’hed en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué, gan̄d ar reûz hag ar man̄tr é péré é vézi mac’het gan̄d da énébour.

54. Ar goâz kizidik enn da douez, ha gadal-brâz, a zinâc’hô oud hé vreûr hag oud hé c’hrég a zô kousket enn hé gichen,

55. Ha na rôi két d’ézhô eûz a gîg hé vipien a béhini é tebrô, ô véza n’en dévézô nétrâ all é-pâd ar grounnadur, hag enn diénez é péhini é vézi dalc’het gan̄d da énébour enn diabarz eûz da bersier.

56. Ar vaouez déner ha kizidik, péhini na hellé két kerzout, na lakaad hé zroad war ann douar, gan̄d hé dinerzded hag hé c’hizidigez-vrâz, a zinac’hô oud hé ozac’h a zô kousket enn hé c’hichen, rei d’ézhan̄ eûz a gîg hé mâb hag hé merc’h,

57. Hag eûz ann hudurnez kiguz a zeû eûz hé c’hôf, hag eûz ar bugel névez ganet : râg hî a zebrô hô bugalé é-kûz, enn abek d’ann diénez eûz a bép trâ é-pâd ar grounnadur ha d’ar man̄tr gan̄t péhini é vézi mac’het gan̄d da énébour enn diabarz eûz da bersier.

58. Ma na virez két ha ma na réz két holl geriou al lézen-man̄, a zô skrivet el levr-man̄, ha ma na zoujez két hé hanô meûleûduz hag eûzuz, da lavaroud eo, ann Aotrou da Zoué ;

59. Ann Aotrou a gresko da c’houliou, ha gouliou da wenn, gouliou brâz ha ken̄dalc’huz, klén̄véjou droug ha peûr-baduz.

60. Lakaad a rai da zistrei war-n-oud holl c’houliou ann Éjipt, râk péré éz pôa aoun, hag hî en em stagô ouz-id :

61. Hag ouc’h-penn ann Aotrou a zigasô war-n-oud ann holl glen̄véjou, hag ann holl c’houliou, pére n’in̄t két skrivet war levr al lézen-man̄, kén na vézi diskaret gan̄t-han̄.

62. Hag enn eunn niver bihan é choumi, goudé béza bét ken̄t ker paot ha stéred ann én̄v, ô véza n’az pézô két sélaouet mouéz ann Aotrou da Zoué.

63. Hag ével ma eo en em laouénéet ann Aotrou war-n-hoc’h, oc’h ôber vâd d’é-hoc’h hag ô kreski ac’hanoc’h é niver (T), ével-sé en em laouénai oc’h hô kolla hag oc’h hô kâs-da-gét, évit ma viot tennet diwar ann douar é péhini éz î évit béza hé berc’hen.

64. Ann Aotrou a skiñô ac’hanod é-touez ann holl boblou, eûz ann eil penn d’ar penn all eûz ann douar : hag é servichi énô douéed a-ziavéaz péré na anavézéz két, na té na da dadou. Douéed koat ha mein.

65. Hag é-touez ar boblou-zé n’az pézô két a éhan, ha na vézô két a ziazez da zeûl da droad : râg ann Aotrou a rôi d’id énô eur galoun spoun̄tik, ha daoulagad gwévet, hag eunn éné man̄tret gan̄t glac’har.

66. Da vuez a vézô ével a-zispiḻ dira-z-oud. Aoun az pézô nôz-deiz, ha na grédi két enn da vuez.

67. Diouc’h ar min̄tin é liviri : Piou a rôi d’in ar pardaez ? Ha diouc’h ar pardaez : Piou a rôi d’in ar min̄tin ? Enn abek da aoun da galoun ha d’ar péz a wéli gan̄d da zaoulagad, é vézi spoun̄tet.

68. Ann Aotrou az kasô adarré war listri d’ann Éjipt, dré eunn hen̄t dré béhini en dôa lavaret d’id n’her gwélchez mui. Énô é vézi gwerzet d’as énébourien, évit béza da vévellou ha da vitisien, ha na vézô két kalz a dûd évit da bréna.


————


XXIX. PENNAD.


Kévrédigez krétéet étré Doué hag Israel. Gourdrouz a-éneb ar ré a dorrô ar gévrédigez.


1. Chétu aman̄ geriou ar gévrédigez, a c’hourc’hémennaz ann Aotrou da Voizez ma rajé gan̄t bugalé Israel, é douar Moab, ouc’h-penn ar gévrédigez en dôa gréat gan̄t-hô é Horeb.

2. Ha Moizez a c’halvaz Israel holl, hag a lavaraz d’ézhô : C’houi hoc’h eûz gwélet kémen̄d en deûz gréat ann Aotrou dira-z-hoc’h enn Éjipt, da Faraon, ha d’hé holl zervicherien, ha d’hé holl zouar,

3. Ann arnodou brâz hô deûz gwélet hô taoulagad, ann arouésiou-zé, hag ar vurzudou brâz-meûrbéd :

4. Hag ann Aotrou n’en deûz két rôet d’é-hoc’h bété vréman̄ eur spéred lemm (T), ha daoulagad a hell gwélout, ha diskouarn a hell klévout.

5. Hô kaset en deûz é-pâd daou-ugen̄t vloaz dré ann distrô : hô tiḻad n’in̄t két bét koazet gan̄d ann amzer, na boutou hô treid n’in̄t két bét bévézet gan̄d ar gôzni.

6. N’hoc’h eûz kéd debret a vara, n’hoc’h eûz évet na gwîn na bier : évit ma oufac’h pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué.

7. Pa oc’h deûet bétég al léac’h-man̄, ha Séhon, roué Hesébon, hag Og, roué Basan, a zeûaz da ziarbenna ac’hanomp évit stourmi ouz-omp, hag é lazchomp anézho.

8. Ha nî a géméraz hô douar, hag a rôaz anézhan̄ é kers da Buben, ha da C’had, ha da han̄ter-vreûriez Manasé.

9. Mirid éta geriou ar gévrédigez-man̄, ha sévénit-hô, évit ma wiot er-vâd kémen̄t a réot.

10. Savet oc’h holl hiriô dirâg ann Aotrou hô Toué, prin̄sed hô preûriézou, hag ann hénaoured, hag ann doktored, hag holl bobl Israel.

11. Hô pugalé, hag hô kragez, hag ann diavésiad a choum gan-éz er c’hamp, hép nivéri ann trouc’herien keûneûd, hag ann dougerien dour :

12. Évit ma tréméni é kévrédigez ann Aotrou da Zoué, hag el lé a ra hiriô ann Aotrou da Zoué gan-éz :

13. Évit m’az lakai da véza hé bobl d’ézhan̄ hé-unan, ha ma vezô-hén̄ da Zoué, ével ma en deûz hé lavaret d’id, hag ével ma en deûz hé douet d’as tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob.

14. Ha né két gan-é-hoc’h hép-kén é rann ar gévrédigez-man̄, hag é krétann al lé-man̄ ;

15. Hôgen gan̄t kémen̄d hini a zô bréman̄, ha gan̄t kémen̄d hini a vézô da-c’houdé. (T).

16. Râk c’houi a oar pénaoz omp choumet é douar ann Éjipt, ha pénaoz hon eûz tréménet é-kreiz ar brôadou, hag ô tréménout drei-z-hô,

17. Hoc’h eûz gwélet argarzidigézou hag hudurnézou, da lavaroud eo, hô idolou, ar c’hoat hag ar méan, ann arc’han̄t hag ann aour a géélen̄t.

18. Na vézet két éta enn hô touez eur goâz pé eur vaouez, eunn tiad pé eur vreûriez, a zistrôjé hiriô hé galoun diouc’h ann Aotrou hon Doué, évit mon̄d da gavout ha da zervicha douéed ar brôadou-zé, hag évit ma vézô enn hô touez eur c’hrisien a zougô béstl ha c’houervder.

19. Ha pa en dévézô klévet geriou al lé-man̄, n’en em venniget két hé-unan enn hé galoun, ô lavarout : Ar péoc’h a vézô gan-én̄, pa gerzinn é drougiez va c’haloun : hag ar vezven̄ti a dorrô va zéc’hed.

20. Ann Aotrou na zistôlô két d’ézhan̄ hé béc’hed : hôgen neûzé hé frouden vrâz-meûrbéd a zavô ével môged enn-han̄, hag é savô drouk enn-han̄ oud ann den-zé ; hag ann holl vallosiou a zô skrivet el levr-man̄ a gouézô war-n-ézhan̄ : hag ann Aotrou a lamô hé hanô eûz a zindân ann én̄v ;

21. Hag hé gasô da goll eûz a douez holl vreûriézou Israel, hervez ar mallosiou a zô skrivet el levr eûz al lézen hag eûz ar gévrédigez-man̄.

22. Hag é lavarô ar rumm-tûd a zeûi war-lerc’h, hag ar vugalé a vézô ganet pelloc’h, hag ann diavésidi a zeûi a bell, pa wélin̄t gouliôu ann douar-zé, hag ar c’hlén̄véjou a c’hoarvézô gan̄t-han̄ a bers ann Aotrou ;

23. Pa wélin̄t pénaoz en deûz hé losket gan̄d ar soufr ha gan̄t tanijen ar c’hoalen, enni hévélep doaré na vézô mui hadet, ha na zavô enn-han̄ nétrâ a c’hlâz, é skouér eûz a zisman̄tr Sodom ha Gomorr, Adama, ha Séboim, a zisman̄trâz ann Aotrou enn hé vuanégez hag enn hé frouden :

24. Hag ann holl boblou a lavarô : Pérâg en deûs-hén̄ ann Aotroù gréat kémen̄t-sé d’ann douar-zé ? A bétrâ é teû buanégez vrâz hé frouden ?

25. Hag é vézô lavaret d’ézhô : O véza ma hô deûz dilézet ar gévrédigez en dôa gréat ann Aotrou gan̄d hô zadou, pa dennaz anézhô eûz ann Éjipt ;

26. Ha ma hô deûz servichet hag azeûlet douéed a-ziavéaz péré na anavézen̄t két, ha da géélidigez péré né oan̄t két bét dileûret.

27. Râk-sé eo savet drouk enn Aotrou a-éneb ar vrô-zé, hag en deûz kaset war-n-ézhi ann holl vallosiôu a zô skrivet el levr-man̄ ;

28. Hag en deûz hô c’haset-kuît eûz hô douar enn hé vuanégez, hag enn hé frouden, hag enn he argarzidigez vrâs ; hag en deûz hô zaolet enn eur vrô all, ével ma her gwéleur hiriô.

29. Ann traou-man̄ a oa kuzet enn Aotrou hon Doué, hag anat in̄t bréma d’é-omp, ha d’hor bugalé da-vikenn, évit ma raimp holl c’heriou al lézen-man̄.


————


XXX. PENNAD.


Ar Iuzevien a zistrôiô oud ann Aotrou, hag hén̄ en dévézô truez out-hô. Béz’ ec’h heller éaz mirout gourc’hémennou Doué. (T).


1. Pa vézô éta c’hoarvézet gan-éz ann holl draou-zé, ar vennoz pé ar valloz, ével ma em eûz hô lékéat dirak da zaou-lâgad ; pa vézô man̄tret da galoun gan̄d ar c’heûz (T), é-mesk ann holl vrôadou é-touez péré en dévézô da skiñet ann Aotrou da Zoué,

2. Pa vézi distrôet out-han̄ ha pa sen̄ti oud hé c’hourc’hémennou, ével ma hé gémennann d’id hiriô, té ha da vugalé, a greiz da galoun hag a greiz da éné ;

3. Ann Aotrou da Zoué az tennô eûz ar sklavérez, hag en dévézô truez ouz-id ; hag é tastumô c’hoaz ac’hanod eûz a greiz ann holl boblou é touez péré en dévézô da skiñet ken̄t.

4. Ha pa vijez bét skiñet bété penn pella ar béd, ann Aotrou da Zoué az tennô ac’hanô,

5. Az tigémérô hag az lakai da von̄t enn douar hô deûz bét da dadou, hag é vézi perc’hen d’ézhan̄ (T) : hag, ô rei hé vennoz d’id, az lakai da véza paotoc’h égét n’eo bét da dadou.

6. Ann Aotrou da Zoué a enwadô da galoun, ha kaloun da wenn, évit ma kiri ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun hag a greiz da éné, ha ma helli béva.

7. Hag hén̄ a lakai da gouéza ar mallosiou-zé war da énébourien, ha war ar ré a gasai hag a heskinô ac’hanod.

8. Hôgen té a zistroi hag a zélouô mouéz ann Aotrou da Zoué, hag é sévéni ann holl c’hourc’hémennou a gémennann d’id hiriô :

9. Hag ann Aotrou da Zoué az kargô a vadou é holl ôberiou da zaouarn, é gwenn da gôf, hag é frouez da loéned, hag é frouézidigez da zouar, hag er founder eûz a bép trâ. Râg ann Aotrou a zistrôi ouz-id, évid en em laouénaat diwar da benn é pép mâd, ével ma eo en em laouénéet diwar-benn da dadou ;

10. Gan̄t ma sélaoui mouez ann Aotrou da Zoué, ha ma viri hé c’hourc’hémennou hag al lidou a zô skrivet el lézen-man̄, ma tistrôi oud ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun hag a greiz da éné.

11. Ar gourc’hémenn-man̄ a gémennann d’id hiriô, né két dreist-oud, na pell diouz-id,

12. Na diazézet enn én̄v, évit ma helfez lavarout : Piou ac’hanomp a hell piña enn én̄v évit ma hé zigasô d’é-omp, évit ma her c’hlevimp ha ma her mirimp ?

13. Na lékéat enn tû all d’ar môr, évit ma teûjez da zigarézi ha da lavarout : Piou ac’hanomp a hellô treûzi ar môr, évit ma hé zigasô d’é-omp, évit ma her c’hlevimp ha ma raimp ar péz a zô gourc’hémennet d’é-omp ?

14. Hôgen ar gér a zô tôst-brâz d’id, enn da c’hénou hag enn da galoun, évit ma her grî.

15. Gwél pénaoz em eûz hiriô lékéat dira-z-oud ar vuez hag ar mâd, hag enn-énep ar marô hag ann drouk ;

16. Évit ma kiri ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzi énn hé hen̄chou, ha ma viri hé c’hourc’hémennou, hag hé lidou, hag hé varnédigézou ; évit ma vévi, ha m’az kreskô é niver, ha m’az pennigô enn douar é péhini éz î évit béza perc’hen enn-han̄.

17. Hôgen mar tistrôez da galoun diout-han, ha ma na fell két d’id hé zélaoui, ha goudé béza bét touellet, ma azeûlez ha mar servichez douéed a-ziavéaz ;

18. É tiouganann d’id hiriô pénaoz éz î-da-gét, hag é choumi berr amzer enn douar, é pehini, goudé béza treûzet ar Jourdan, éz î évit béza hé berc’hen.

19. Gervel a rann hiriô da dést ann én̄v hag ann douar, pénaoz em eûz lékéat dira-z-oud ar vuez hag ar marô, ar vennoz hag ar valloz. Dilenn éta ar vuez, évit ma vévi, té ha da wenn ;

20. Ha ma kiri ann Aotrou da Zoué, ha ma sen̄ti oud hé vouéz, ha ma en em stagi out-han̄ (râg hén̄ eo da vuez, hag hirded da zeisiou), évit ma choumi enn douar en deûz touet ann Aotrou d’as tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob, hê rôje d’ézhô.


————


XXXI. PENNAD.


Moizez a hanv Jozué évit réna ar bobl enn hé léac’h. Gourc’hémenni a ra lenna al lézen d’ar bobl bép seiz vloaz.


1. Moizez éta a iéaz hag a lavaraz ann holl draou-zé da holl Israel,

2. Hag é lavaraz c’hoaz d’ézhô : C’houéac’h ugen̄t vloaz em eûz hiriô, ha na hellann mui mon̄d ha don̄t ; ha dreist-holl pa en deûz lavaret ann Aotrou d’in : Na dreûzi két ar Jourdan-man̄.

3. Ann Aotrou da Zoué éta hé dreûzô enn da raok : hén̄ eo a vévézô ann holl vrôadou-zé dira-z-oud, ha té a zeûi da berc’hen d’ézhô : ha Jozué péhini a wélez aman̄ a iélô enn da raok, ével ma en deûz hé lavaret ann Aotrou.

4. Hag ann Aotrou a rai d’ézhô, ével ma en deûz gréat da Zéhon ha da Og, rouéed ann Amorréed, ha d’hô douarou ; hag hô c’hasô-da-gét.

5. Pa en devézô éta ann Aotrou lékéat anézhô étré hô taouarn, é réot d’ézhô ével ma hoc’h eûz gréat d’ar ré all, hervez ma em eûz hé gémennet d’é-hoc’h.

6. Kalounékait hag en em gennerzit ; n’hô pézet kéd a aoun, ha na spoun̄tit két ra-z-hô ; râg ann Aotrou da Zoué eo hé-unan da réner d’id, ha n’az lezô két, ha n’az tilezô két.

7. Ha Moizez a c’halvaz Jozué, hag a lavaraz d’ézhan̄ dirâg Israel holl : En em gréva, ha béz kalounek ; rak té eo a lakai ar bobl-zé da von̄t enn douar en deûz touet ann Aotrou d’hô zadou hé rôjé d’ézhô, ha té eo hé lôdennô diouc’h ar sort :

8. Hag ann Aotrou péhini eo da réner, a vézô hé-unan gan-éz : n’az lézô két ha n’az tilézô két : n’az péz kéd a aoun, ha na spoun̄t két.

9. Moizez a skrivaz éta al lézen-man̄, hag a rôaz anézhi d’ar véleien, mipien Lévi, péré a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha da holl hénaoured Israel.

10. Hag é chourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Pép seiz vloaz, da vloaz ann distol, da c’hoél ann tabernaklou,

11. Pa en em zastumô holl vugalé Israel, évid en em ziskouéza dirâg ann Aotrou da Zoué, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou, é lenni geriou al lézen-man̄ dirâg Israel holl péré hô c’hlevô ;

12. Hag ann holl bobl ô véza bét dastumet, kenn ar oazed, kenn ar merc’hed, hag ar vugaligou, hag ann diavésidi a vezô enn diabarz eûz da bersier, évit pa hé c’hlevin̄t ma tiskin̄t anézhi, ma toujin̄t ann Aotrou hô Toué, ma virin̄t ha ma sévénin̄t holl c’heriou al lézen-man̄ ;

13. Ha ma hellô ivé hô c’hlevout hô pugalé péré n’hô anavézon̄t két bréma, ha ma toujin̄t ann Aotrou hô Doué enn holl zeisiou ma choumin̄t enn douar a vézô d’é-hoc’h, pa hô pézô treûzet ar Jourdan.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Chétu é tôsta deiz da varô : galv Jozué, hag id hô taou dirâk tabernakl ann desténi évit ma rôinn va ursiou d’ézhan̄. Moizez ha Jozué a iéaz éta, hag a choumaz enn hô zâ dirâk tabernakl ann desténi ;

15. Hag ann Aotrou en em ziskouézaz énô er peûl-koabr, a arzaôaz oud dôr ann tabernakl.

16. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Chétu té a ia da gouska gan̄d da dadou, hag ar bobl-man̄ a zavô hag en em zaotrô gan̄d douéed a-ziavéaz enn douar éz â da choum enn-han̄ ; hag énô é tilézô ac’hanoun, hag é torrô ar gévrédigez em bôa gréat gan̄t han̄.

17. Ha va frouden a zavô out-han̄ enn deiz-zé : ha mé a zilezô anézhan̄, hag é kuzinn va dremm out-han̄, hag hén̄ a vézô bévézet. Ann holl boaniou hag ann holl c’hlac’hariou her c’havô, enn hévélep doaré ma lavarô enn deiz-zé : O véza évit gwir n’éma két Doué gan-én̄, eo é teû d’in kémen̄d all a boaniou. (T).

18. Hôgen mé en em guzô, hag a c’hôlôi va dremm enn deiz-zé, enn abek d’ann holl zrougou en dévézô gréat oc’h heûlia douéed a-ziavéaz.

19. Bréma éta skrivid évid-hoc’h ar ganaouen-man̄, ha deskit-hé da vugalé Israel, évit ma hé dalc’hin̄t din̄dân én̄vor, ha ma hé c’hanin̄t dré hô génou, ha ma vézô d’in ar ganaouen-zé da desténi é-touez bugale Israel.

20. Râk mé a lakai anezhô da von̄d enn douar, é péhini é réd al léaz hag ar mél, ével ma em eûz hé douet d’hô zadou. Ha pa hô dévézô debret, ha pa hô dévézô hô gwalc’h, ha pa vézin̄t (T) deûet lard, é trôin̄t oud douéed a-ziavéaz, hag é servichin̄t anézhô : drouk-komza a rain̄t diwar va fenn, hag é torrin̄t va gévrédigez.

21. Pa vézô kouézet war-n-ézhô kalz poaniou ha glac’hariou, ar ganaouen-man̄ a zougô out-hô eunn desténi, ha na vézô lamet gan̄d an̄kounac’h é-béd eûz a c’hénou hô gwenn. Râk mé a anavez hô ménosiou, hag a oar a hiriô pétrâ a dléon̄t da ôber, abarz ma hô likiinn da von̄t enn douar em eûz touet é rôjenn d’ézhô.

22. Moizez éta a skrivaz ar ganaouen, hag a zeskaz anézhi da vugalé Israel.

23. Neûzé ann Aotrou a c’hourc’hémennaz da Jozué, mâb Nun, hag a lavaraz d’ézhan̄ : En em gréva ha béz kalounek ; râk té eo a lakai bugalé Israel da von̄d enn douar em eûz touet é rôjenn d’ézhô ; ha mé a vézô gan-éz.

24. Goudé éta m’en dôé Moizez peûr-skrivet geriou al lézen-zé enn eul levr,

25. É c’hourc’hémennaz d’al Lévited, a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, ô lavarout :

26. Kémérit al levr-man̄ ha likit-hén̄ é-kichen arc’h kévrédigez ann Aotrou hô Toué ; évit ma vézo énô da desténi enn da énep, ô Israel.

27. Râk mé a oar péger pennek oc’h ha péger kalet eo hô penn. (T). Ha mé c’hoaz béô, hag ô véza gan-é-hoc’h, hoc’h eûz bépréd énébet oud ann Aotrou : ha n’her gréot két gwasoc’h pa vézinn marô ?

28. Strollit dira-z-oun holl hénaoured hô preûriézou hag hô toktored, évit ma livirinn dira-z-hô ar geriou-zé, ha ma c’halvinn enn hô énep ann én̄v hag ann douar.

29. Râk mé a oar pénaoz goudé va marô é réot fallagriez, hag en em zistrôot kerken̄t diwar ann hen̄t em eûz gourc’hémennet d’é-hoc’h : hag é kouézô poaniou war-n-hoc’h enn amzer zivéza, pa hô pézô gréat drouk dirâg ann Aotrou, oc’h hé argardi gan̄d ôberiou da zaouarn.

30. Moizez éta a lavaraz, dirâg holl bobl Israel, geriou ar ganaouen-zé, adaleg ann eil penn bétég égilé.


————


XXXII. PENNAD.


Kanaouen Voizez. Piña a ra war vénez Abarim hag é sell oud douar Kanaan.


1. Sélaouit, én̄vou, ar péz éz ann da lavarout : ra glevô ann douar geriou va génou.

2. Ra zeûiô da dévaat (T) va c’hélénadurez ével glaô ; ra ziverô va lavar ével gliz, ével glaô war ar géot, hag ével bannéou war al létoun.

3. Râk meûli a rinn hanô ann Aotrou : rôit da Zoué uc’hel-meûrbed ann énor a zô dléet d’ézhan̄. (T).

4. Oberiou Doué a zô klôk, hag hé holl hen̄chou a zô reiz : eunn Doué féal eo, hag hép fallagriez é-béd, gwirion hag éeun.

5. Ar ré a zô bét ha n’in̄t mui hé vugalé, hô deûz péc’het enn hé énep oc’h en em zaotra, gwenn droug ha gwall-fall.

6. Hag houn-nez eo ann anaoudégez-vâd éc’h eûz évid ann Aotrou, pobl diskian̄t ? Ha né két hén̄ eo da dâd, péhini en deûz da biaouet, da c’hréat ha da grouet ?

7. Az péz sonch eûz ann deisiou trémenet, menn er rummou ken̄t : goulenn digan̄d da dâd, hag é rôi da anaout d’id ; digan̄d da ré gôz, hag é livirin̄t did.

8. Pa rannaz ann Uc’héla ar brôadou, pa zistrollaz bugalé Adam, é lékéaz harzou ar boblou hervez ann niver eûz a vugalé Israel.

9. Hôgen lôden ann Aotrou eo hé bobl ; ha Jakob a zô rann hé zigwéz.

10. Hé gavet en deûz enn eunn douar dihen̄tet, enn eul léac’h eûzuz, hag enn eunn distrô éc’hon : hé rénet en deûz trô-war-drô ; hé zesket en deûz, hag hé viret en deûz ével mâb hé lagad.

11. Ével ma c’halv ann er hé érédigou évid hô lakaad da nicha, ha ma c’hournich a-ziouc’h d’ézhô, ével-sé en deûz astennet hé ziou-askel, hag en deûz hé zavet, hag en deûz hé zouget war hé ziou-skoaz.

12. Ann Aotrou hép-kén eo bét da réner d’ézhan̄ ; ha né oa két a Zoué a-ziavéaz gan̄t-han̄.

13. Hé lékéat en deûz enn eunn douar uc’hel, évit ma tébrô frouez ar parkeier, évit ma sunô mél ar méan hag éôl ar roc’h ar c’haléta ;

14. Amann ar zaoud, ha léaz ann dén̄ved, gan̄t lard ann oen, hag ann tourzed eûz a vrô Basan, ha bouc’hed, gan̄t flour gwiniz ; ha ma évô goâd-gwini ar pura.

15. Ann hini a oa karet a zô deûet da véza lard, hag a zô savet a énep Doué (T) ; lartéet, tévéet, karget a vadou, en deûz dilézet Doué hé Grouer, hag eo pelléet diouc’h Doué hé Zalver.

16. Hé héget hô deûz, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, hag hé vuanégez hô deûz tennet war-n-ézho gan̄d hô faliagriézou.

17. Azeûlet hô deûz ann diaouled, ha n’hô deûz két azeûlet Doué ; azeûlet hô deûz douéed ha na anavézen̄t két, douéed névez-deûet, ha na oa két bét kéélet gan̄d hô zadou.

18. Dilézet éc’h eûz ann Doué en deûz da c’hanet ; hag an̄kounac’héet éc’h eûz ann Aotrou en deûz da grouet.

19. Ann Aotrou ô véza gwélet kémen̄t-sé a zavaz drouk enn-han̄ (T), ô véza ma eo bét héget gan̄d hé vipien ha gan̄d hé verc’hed.

20. Hag hén̄ a lavaraz : Kuza a rinn va dremm out-hô, hag éc’h évésainn oud hô divez ; rag eur gwall wenn eo, bugalé disléal in̄t.

21. Hî hô deûz va héget gan̄d ann hini ha n’eo két Doué, hag hô deûz va lékéat da vuanékaat gan̄t hô gwanderiou : ha mé a hégô anézhô gan̄d ann hini ha n’eo két va bobl, hag hô lakaad a rinn da vuanékaat diwar-benn eur vrôad tûd diskian̄t.

22. Krôget eo ann tân em frouden, hag é tevô bété gwéled ann ifern : bévézi a rai ann douar gan̄d hé holl louzou ; in̄tana a rai ar ménésiou bétég ar sôl.

23. Mé a zigasô d’ézhô pép seurt poan (T), hag e tenninn va holl virou war-n-ézhô.

24. Disman̄tret é vézin̄t gan̄d ann naounégez, hag ann evned a zispennô anézhô, ô kregi enn-hô gan̄t krizder : kâs a rinn out-hô al loéned ferô, ha kounnar ann aéred, hag ar ré holl a stléj war ann douar.

25. Ar c’hlézé hô c’hasô-da gét enn diavéaz, hag ar spoun̄t enn diabarz, ar paotr-iaouan̄k kerkoulz hag ar plac’h-iaouan̄k, ar bugel oud ar vronn hag ann dén kôz.

26. Lavaret em eûz : Péléac’h émin̄t ? Ar sonch anézhô a laminn eûz a douez ann dûd.

27. Hôgen gourzézet em eûz enn abek da vuanégez hô énébourien ; gan̄d aoun na zeûjé ann énébourien-zé da stambouc’ha ha da lavarout : Hon dourn uc’hel eo, ha né két ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-sé.

28. Eur bobl diskian̄t ha diboell eo.

29. A-ioul é ven̄t fûr ha poellek, hag é râg-gwelfen̄t hô divez !

30. Penaoz é hellô unan stourmi out mîl, ha daou lakaad dék mil da dec’hi ? Ha né két ô véza ma en deûz Doué gwerzet anézhô, hag ann Aotrou serret anézhô ?

31. Râg hon Doué né két ével hô douéed-hi : hag hon énébourien a zô ar varnerien eûz a gémen̄t-sé.

32. Hô gwini a zô gwini Sodom ha gwini faboursiou Gomorra : hô rézin a zô rézin béstl, ha c’houérô eo hô bôdou-rézin.

33. Béstl aéréven̄t eo hô gwin, ha kon̄tam aspiged né baré két.

34. Ha né két kuzet kémen̄t-sé enn-oun, ha né két siellet em ten̄zoriou ?

35. Ar ven̄jan̄s a zô d’in, ha mé a zistolô d’ézhô er maré, évit ma kouézô hô zroad : tôst éma deiz hô c’holl, ha nésaad a ra ann amzer.

36. Ann Aotrou a varnô hé bobl, hag en dévézô truez oud hé zervicherien ; pa wélô pénaoz eo dinerzet hô dourn, pénaoz eo dispennet ar ré a oa serret, ha deûet-da-gét ar ré all.

37. Hag hén̄ a lavarô : Péléac’h éma hô douéed, é péré édô hô fisian̄s,

38. Eûz a béré é tébren̄t lard ar viktimou, hag eûz a béré ec’h éven̄t gwin ar zakrifisou ? (T). Saven̄t ha kennerzen̄t ac’hanoc’h, ha skoazellen̄t ac’hanoc’h enn hoc’h ézomm.

39. Gwélit pénaoz ounn va-unan, ha pénaos n’eûz Doué all é-béd néméd-oun. Mé eo a lâz ha mé eo a laka da véva : mé eo a c’hlaz ha mé eo a baré, ha n’eûz hini a helfé tenna nétrâ diouc’h va dourn.

40. Sével a rinn va dourn étrézég ann én̄v, hag é livirinn : Mé a vév bépréd.

41. Mar lemmann va c’hlézé hén̄vel oud al luc’hed, ha mar tiframm va dourn ar varn, en em ven̄jinn eûz va énébourien, hag é tistolinn kemm-ouch-kemm d’ar ré hô deûz kas ouz-in.

42. Mezvi a rinn va birou gan̄t goâd, ha va c’hlézé a zebrô kîk ha goâd ar ré lazet ; hag ar ré eûz va énébourien péré né vézin̄t két bét lazet, a vézô kaset é sklavérez.

43. Brôadou, meûlit hé bobl, ô véza ma ven̄jô goâd hé zervicherien : en em ven̄ji a rai eûz hô énébourien, hag é vézô trugarézuz é-kén̄ver douar he bobl hé-unan.

44. Moizez a zeûaz éta, hag a lavaraz holl c’heriou ar ganaouen-man̄ dirâg ar bobl her c’hlevé, hén̄ ha Jozué, mâb Nun.

45. Ha Moizez a beûr-lavaraz ann holl c’heriou-zé, ô komza oud Israel holl ;

46. Hag é lavaraz d’ézhô : Likid doun enn hô kalounou ann holl c’heriou a desténiann hiriô d’é-hoc’h, évit ma kémennot d’hô pugalé da virout ha da ôber ha da beûr-ôber kémen̄d a zô skrivet el lézen-man̄ :

47. Râk né két enn-aner eo bét rôet ar c’hélennou-zé d’é-hoc’h ; hôgen évit ma kavô pép-hini ac’hanoc’h hé vuez enn-hô, hag oc’h hô mirout, ma choumot pell-amzer enn douar, é péhini éz éot évid béza hé berc’hen, pa vézô treûzet ar Jourdan gan-é-hoc’h.

48. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez enn hévélep deiz, ô lavarout :

49. Piñ war ar ménez Abarim-zé, da lavaroud eo, ménez ann tréméniou ; war vénez Nébo, péhini a zô é douar Moab, râg-énep da Jériko : ha sell oud douar Kanaan, a rôinn é kers da vugalé Israel, ha marv war ar ménez.

50. Pa vézi piñet énô é vézi unanet gan̄d da bobl, ével ma eo marô Aaron, da vreûr, war vénez Hor, ha ma eo bét unanet gan̄d hé bobl :

51. O véza ma hoc’h eûz péc’het em énep, é-kreiz bugalé Israel, el léac’h hanvet doureier ann énébiez, é Kadez, é distrô Sin ; ha n’hoc’h eûz két va meûlet dirâk bugalé Israel.

52. Gwéloud a rî dira-z-oud ann douar a rôinn da vugalé Israel, ha n’az î két ébarz.


————


XXXIII. PENNAD.


Moizez a vennig ann daouzék vreûriez, hag a ziougan ar péz a dlé c’hoarvézout gan̄t-hô.


1. Chétu aman̄ ar vennoz gan̄t péhini Moizez, dén Doué, a vennigaz bugalé Israel ken̄t ma varvaz.

2. Hag hén̄ a lavaraz : Ann Aotrou a zeûaz eûz a Sinai, hag a zavaz war-n-omp eûz a Seir : eûz a vénez Faran en em ziskouézaz, ha meûr a vil san̄t gan̄t-han̄. Enn hé zourn déou édô al lézen a dân.

3. Kared en deûz ar boblou, ann holl zen̄t a zô enn hé zourn : hag ar ré a dôsta oud hé dreid a zigémérô lôd eûz hé gélen.

4. Moizez en deûz gourc’hémennet d’é-omp eul lézen, é digwéz da holl bobl Jakob.

5. Eur roué a vézô d’ar bobl reiz, pa vézô unanet prin̄sed ar bobl gan̄t breûriézou Israel.

6. Bévet Ruben, ha na varvet két, ha bézet bihan é niver.

7. Chétu aman̄ bennoz Juda : Sélaou, Aotrou, mouéz Juda, hag ambroug anézhan̄ étrézég hé bobl : hé zaouarn a stourmô évid hé bobl, hag hé skoazeller é vézô oud hé énébourien.

8. Da Lévi é lavaraz ivé : Da glôkder ha da gélennadurez a zô enn da zén san̄tel éc’h eûz arnodet enn demptasion hag éc’h eûz barnet é doureier ann Énébiez ;

9. Péhini en deûz lavaret d’hé dâd ha d’hé vamm : N’hoc’h anavézann két ; ha d’hé vreûdeûr : Na ouzoun két piou oc’h ; ha na anavézchon̄t két hô bugalé hô-unan. Ar ré-zé hô deûz miret da c’heriou hag hô deûz sévénet hé gévrédigez,

10. Ha da varniou, ô Jakob, ha da lézen, ô Israel : kenniga a rain̄t ann ézan̄s enn da frouden, hag ar sakrifiz-losk war da aoter.

11. Bennig hé ners, ô Aotrou, ha digémer labour hé zaouarn. Skô war gein hé énébourien ; ha na zavet két ar ré hô deûz kas out-han̄.

12. Hag hén̄ a lavaraz da Ven̄jamin : Ann hini karet-brâz gan̄d ann Aotrou a choumô enn-han̄ gan̄t fisian̄s : ével er gambr a eûreûd é choumô héd ann deiz, hag étré hé ziskoaz é tiskuizô.

13. Hag hén̄ a lavaraz da Jozef : Hé zouar a vézô leûn eûz a vennoz ann Aotrou, eûz a frouez ann én̄v, eûz a c’hlîz hag eûz ann éiénennou a zô dindan ann douar (T) ;

14. Eûz ar frouez dioanet gan̄d ann héol ha gan̄d al loar ;

15. Eûz ar frouez a zâv war lein ar ménésiou kôz ha war ar c’hrec’hiou peûr-baduz ;

16. Hag eûz a frouez ann douar, hag eûz hé founder. Bennoz ann hini a zô en em ziskouézet er vôden, ra zeûi war benn Jozef, ha war gern penn ann hini a zô bét ével eunn Nazaréad é-touez hé vreûdeûr.

17. Hé géned a zô hén̄vel out ken̄ta-ganet ann tarô ; hé gerniel a zô ével kerniel ar rinoséros : gan̄t-hô é wen̄tô ar boblou bété penn pella ann douar. Ével-sé é vézô rummou brâz Éfraim, ha kan̄t ha kan̄t mil Manasé.

18. Hag hén̄ a lavaraz da Zabulon : En em laouéna, Zabulon, enn da ergerz, ha té Isakar, enn da deltou.

19. Gervel a rain̄t ar boblou war ar ménez, hag énô é lazin̄t viktimou a reizded. Hî a zunô ével léaz ann dic’hlann eûz ar môr, hag ann ten̄zoriou kuzet enn tréaz.

20. Hag hén̄ a lavaraz da C’had : Gad a zô bét karget a vennoz : arzaôet eo ével eul léon, er vréac’h hag er penn eo kroget.

21. Hé brin̄sélez en deûz gwélet, ô véza ma eo lékéat ann doktor enn hé lôden : gan̄t prin̄sed ar bobl eo éat ; miret en deûz lézennon ann Aotrou, hag hé varnédigez gan̄d Israel.

22. Hag hén̄ a lavaraz da Zan : Dan a zô ével eul léon iaouan̄k, en em skiña a rai pell diouc’h Basan.

23. Hag hén̄ a lavaraz da Neftali : Er founder é vévô Neftali, ha leûn é vézô eûz a vennosiou ann Aotrou : ar môr hag ar c’hrésteiz a vézô d’ézhan̄.

24. Hag hén̄ a lavaraz da Aser : Ra vézô benniget Aser enn hé vugalé : ra vézô hétuz d’hé vreûdeûr ; ha ra zoubô hé droad enn éôl.

25. A houarn hag a arm é vézô hé voutou. Ével ma eo bét, Aser, deisiou da iaouan̄kiz, é vézô ivé da gôzni.

26. N’eûz Doué all é-béd ével Doué ar bobl reiz : ann hini a biñ enn én̄v eo da skoazeller. Hé veûrdez eo a laka ar c’hoabr da rédek.

27. Enn uc’héla é choum, hag enn izéla é tiskouéz hé vréac’h peûr-baduz. Disteûrel a rai a zira-z-oud da énébour, hag é lavarô : Ra zeûi-da-gét.

28. Israel a choumô gan̄t fisian̄s, hag a vézô hé-unan. Lagad Jakob a wélô ennn douar éd ha gwîn, hag ann én̄vou a dévalai gan̄d ar glîz.

29 Gwenvidig oud-dé, Israel : piou a zô hén̄vel ouz-id, ô pobl, a zô salvet enn Aotrou ? Tiren da gen-nerz eo, ha klézé da c’hloar. Da énébourien az tinac’hô, ha té a lakai da droad war hô gouzoug.


————


XXXIV. PENNAD.


Marô Moizez. Hé veûleûdi.


1. Moizez a biñaz éta eûz a gompézen Moab war vénez Ného, é lein Fasga, râg-énep da Jériko : hag ann Aotrou a ziskouézaz d’ézhan̄ holl vrô C’halaad bété Dan,

2. Hag holl Neftali, ha douar Éfraim ha Manasé, hag holl zouar Juda bétég ar môr divéza,

3. Ha tû ar c’hrésteiz, ha mesiou Jériko, kéar ar palmez, bété Ségor.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Hen-nez eo ann douar diwar-benn péhini em eûz touet da Abraham, da Izaak ha da Jakob, ô lavarout : D’as gwenn hé rôinn. Hé wélet éc’h eûz gan̄d da zaoulagad, ha na dréméni két dî.

5. Ha Moizez, servicher ann Aotrou, a varvaz énô, é douar Moab, dré ioul ann Aotrou :

6. Hag hén̄ a vésiaz anézhan̄ enn eunn draon̄ien é douar Moab, rag-énep da Fogor : ha dén é-béd n’en deûz anavézet hé véz bété vréman̄.

7. C’houéac’h-ugen̄t vloaz en dôa Moizez pa varvaz : neûzé né oa két téval hé zaoulagad nag hé zen̄t ne loc’hen̄t két. (T).

8. Ha bugalé Israel a voélaz anéz-han̄ é kompézen Moab é-pâd trégon̄t dervez : hag ar ré a voélé Moizez a baouézaz hô c’haon̄ d’ézhan̄. (M).

9. Hôgen Jozué, mâb Nun, en dôé ar spéred a furnez, ô véza m’en dôa Moizez lékéat hé zaouarn a-ziouc’h d’ézhan̄ : ha bugalé Israel a zen̄taz out-han̄, hag a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

10. Ha na zavaz mui a brofed enn Israel hén̄vel out Moizez a gémen̄t a oé anavézet gan̄d ann Aotrou dremm ouc’h dremm ;

11. Hag a réaz kémen̄d a arouésiou hag a vurzudou, a lékéaz ann Aotrou anezhan̄ da ôber é douar ann Éjipt, é-kén̄ver Faraon, hag hé holl dûd, hag hé holl vrô ;

12. Hag a ziskouézaz eunn dourn ker kré, hag ôberiou kenn estlammuz, ével ma réaz Moizez dirâg Israel holl.