Bibl/Levr Jozué

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 244-273)



LEVR JOZUÉ.


————


I. PENNAD.


Gourc’hémennou a ra Doué da Jozué.


1. C’hoarvézoud a réaz goudé marô Moizez, servicher ann Aotrou, pénaoz ann Aotrou a gomzaz out Jozué, mâb Nun, ministr Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄ :

2. Moizez va zervicher a zô marô : saô, ha treûz ar ster Jourdan-zé, té, hag ann holl bobl gan-éz, évit mon̄d enn douar a rôinn da vugalé Israel.

3. Kémen̄t léac’h en dévézô moustret hô trôad, a rôinn d’é-hoc’h, ével ma em eûz hé lavaret da Voizez.

4. Adaleg ann distrô, hag al Liban, hag ar ster vrâz a Eûfratez, holl vrô ann Hétéed bétég ar môr brâz râg-énep d’ar c’hûs-heol, énô é vézô hoc’h harzou.

5. Hini na hellô énébi ouz-hoc’h keit ha ma vévi. Ével ma ounn bét gan̄t Moizez, é vézinn ivé gan-éz : n’az kasinn ket er-méaz (T), n’az tilézinn két.

6. En em gréva ha béz kalounek ; râk té eo a lôdennô d’ar bobl-zé diouc’h ar sort ann douar em eûz lavaret gan̄t lé d’hô zadou é rôjenn d’ézhô.

7. En em gréva éta ha béz kalounek ; évit ma viri ha ma heûḻi ann holl lézen en deûz gourc’hémennet d’id Moizez va zervicher : na zistrô diout-hi nag a zéou nag a gleiz, évit ma poelli kemen̄d a réz.

8. Na bellaet két levr ar lézen-zê diouc’h da c’hénou : hôgen prédéria a ri war-n-ézhan̄ nôz-deiz, évit ma viri ha ma heûḻi kémen̄d a zô skrivet enn-han̄. Neûzé é kerzi éeun enn da hen̄t, hag é poelli anézhan̄.

9. Hé c’hourc’hémenni a rann d’id : en em gréva ha béz kalounek. N’az péz két a aoun ha na spoun̄t két : râk é pé léac’h-bennâg m’az î, ann Aotrou da Zoué a vézô gan-éz.

10. Jozué éta a c’hourc’hémennaz da brin̄sed ar bobl, ô lavarout : Tréménit dré greiz ar c’hamp, ha kémennit d’ar bobl, ô lavarout :

11. Aozit d’é-hoc’h boédou ; râk a benn tri deiz é treûzot ar Jourdan, hag éz éot da biaoua ann douar a dlé da rei d’é-hoc’h ann Aotrou hô Toué.

12. Lavaroud a réaz ivé d’ar Rubénied ha d’ar Gadéed, ha da han̄ter vreûriez Manasé :

13. Hô pézet sonch eûz ar péz en deûz gourc’hémennet d’é-hoc’h Moizez, servicher ann Aotrou, ô lavarout : Ann Aotrou hô Toué en deûz rôet d’é-hoc’h ann éhan, hag ann holl zouar-man̄.

14. Hô kragez, hag hô pugalé, hag hô loéned a choumô enn douar en deûz rôet Moizez d’é-hoc’h enn tu-man̄ eûz ar Jourdan : hôgen c’houi, péré a zô holl tûd kré, treûzid ar ster gan̄d armou é penn hô preûdeûr, ha stourmit évit-hô ;

15. Kén na rôi ann Aotrou ann éhan d’hô preûdeûr, ével ma en deûz hé rôet d’é-hoc’h, ha kén na vézint ivé perc’hen enn douar a dlé da rei d’ézhô ann Aotrou hô Toué : ha goudé-zé é tistrôod d’ann douar a zô d’é-hoc’h, hag é choumot enn-han̄, ével el léac’h en deûz Moizez, servicher ann Aotrou, rôet d’é-hoc’h enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, râg-énep d’ar sâv-héol.

16. Hag hî a lavaraz da Jozué : Kémen̄d éc’h eûz gourc’hémennet d’é-omp a raimp ; hag é pé léac’h-bennâg ma hor c’hasi ez aimp.

17. Ével ma hon eûz sen̄tet é pép trâ out Moizez, é sen̄timp ivez ouz-id : bézet hép-kén ann Aotrou da Zoué gan-éz, ével ma eo bét gan̄t Moizez.

18. Piou-bennâg a enébô oud da c’heriou, ha na zen̄tô két out kémen̄d a c’hourc’hémenni d’ézhan̄, ra varvô : hôgen te, en em gréva, ha béz kalounek.


————


II. PENNAD.


Spierien Jozué kuzet é-ti Rahab ar c’hast.


1. Jozué, mâb Nun, a gasaz éta eûz a Sétim daou spier, hag a lavaraz d’ézhô : Id, ha sellit-pîz oud ar vrô, hag out kéar Jériko. Ar ré-man̄ gerzaz hag a iéaz é-tî eur c’hast, hanvet Rahab, hag a ziskuizaz enn hé zî.

2. Kémen̄t-sé a oé rôet da anaout da roué Jériko, ô lavarout : Chétu tûd eûz a vugalé Israel a zô deûet aman̄ é-pâd ann nôz, évit sellout-pîz oud ar vrô.

3. Ha roué Jériko a gasaz da di Rahab, évit lavarout d’êzhi : Kâs-kuît ann dûd a zô deûet d’as kavout, hag a zô éat enn da dî ; râk spierien in̄t, hag in̄t deûet évit selloui-pîz oud ar vrô holl.

4. Hôgen ar vaouez-zé ô kémérout ann dûd-zé, hô c’huzaz, hag a lavaraz : Hé an̄savoud a rann, em zî in̄t deûet, hôgen na ouienn két a béléac’h é oan̄t :

5. Ha pa zerred ann ôr diouc’h ann nôz, in̄d éat er-méaz enn hévéleb amzer, ha na ouzonn két péléac’h in̄t éat. It buan war hô lerc’h, hag é tizot anézhô.

6. Hag hî a lékéaz anézhô da biña war lein hé zî, hag a c’hôlôaz anézhô gan̄d hordennou lîn a oa énô.

7. Ar ré a oa bét kaset war hô lerc’h a iéaz dré ann hen̄t a gâs da wév ar Jourdan : ha kerken̄t ha ma oen̄t éat er-méaz, é oé serret ann ôr.

8. Ar ré a oa kuzet né oan̄t két c’hoaz kousket, pa biñaz ar vaouez d’hô c’havout, hag é lavaraz d’ézhô :

9. Anaoud a rann pénaoz ann Aotrou en deûz lékéat ar vrô-man̄ étré hô taouarn : râg ar spoun̄t ac’hanoc’h a zô krôg enn-omp, hag holl dûd ar vrô-man̄ a zô digalounékéet.

10. Klevet hon eûz pénaoz pa oc’h deûet er-méaz eûz ann Éjipt, en deûz ann Aotrou dizéc’het douréier ar môr Rûz pa oac’h éat ébarz ; ha pétrâ hoc’h eûz gréat é-kén̄ver ann daou roué ann Amorréed, a oa enn tû all d’ar Jourdan, Séhon hag Og, péré hoc’h eûz lazet.

11. Ha pa hon eûz klevet kémen̄t-sé omb bét spoun̄tet-meûrbéd ha digalounékéet, ha n’eûz choumet ners é-béd gan-é-omp pa oc’h deûet : râg ann Aotrou hô Toué a zo ann hévélep Doué a zô war-laez enn én̄v, ha d’ann traon̄ war ann douar.

12. Bréma éta touit d’in dré ann Aotrou, pénaoz ével ma em eûz bét trugarez enn hô kén̄ver, hô pézô ivé trugarez é-kén̄ver tî va zâd, ha pénaoz é rôod d’in eur gwîr arouez,

13. Évit ma savéteot va zâd ha va mamm, va breûdeûr ha va c’hoarézed, ha kémen̄d a zô d’ézhô, hag évit ma hor mirot diouc’h ar marô.

14. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi : Hor buez a baéô évid da hini, gan̄t n’hor gwerzi két : ha pa en dévézô ann Aotrou lékéad ar vrô-man̄ étré hon douarn, é raimp trugarez enn da gén̄ver gan̄t pép gwirionez.

15. Hô lakaad a réaz neûzé da von̄t-kuît dré ar prénestr a-bouéz eur gorden ; rag hé zî a oa harp out muriou kéar.

16. Hag hî a lavaraz d’ézhô : Id étrézég ar ménésiou, gan̄d aoun na gavin̄t ac’hanoc’h, pa zistrôin̄t : ha choumit kuzet éno é-pâd tri dervez, kén na vézin̄t distrô ; ha goudé-zé éz éot enn hoc’h hen̄t.

17. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi : Derc’hel a raimp d’al lé oc’h eûz hor lékéat da doui, (M).

18. Ma lékéez évid arouéz, pa zeûimp er vrô-man̄, ar gordennik tané-man̄, ha ma hé stagez oud ar prénestr dré béhini éc’h eûz hol lékéat da von̄t-kuît ; ha mar tastumez enn da dî da dâd ha da vamm, da vreûdeûr ha da holl géren̄t.

19. Mar d-â eur ré er-méaz eûz da dî, hé c’hoad a gouézô war hé benn hé-unan, ha nî a vézô didamall eûz a gémen̄t-sé. Hôgen goâd ar ré holl a vézô gan-éz enn da dî, a gouézô war hor penn, ma laka unan-bennâg hé zourn war-n-ézhô.

20. Mar fell d’id hor gwerza, ha rei da anaout dirâg ann holl ar péz a lévéromp, é vézimp diskarg eûz ann touadel éc’h eûz hor lékéat da ôber.

21. Hag hî a lavaraz d’ézhô : Ra vézô gréat ével ma hoc’h eûz lavaret : hag ô véza hô lézet da von̄t enn hô hen̄t, é lékéaz a zispiḻ oud ar prénestr eur gordennik tané.

22. Hôgen ar ré-man̄ a gerzaz hag a dizaz ar ménésiou ; hag é choumchon̄t énô é-pâd tri dervez, bété ma vijé distrôet ar ré a oa éat war hô lerc’h, péré goudé béza hô c’hlasket dré ann holl hen̄t, n’hô c’havchon̄t két.

23. Pa oé éat ar ré man̄ ébarz kéar, ar spierien ô véza diskennet eûz ar ménez, a zistrôaz : hag ô véza treûzet ar Jourdan, éz éjon̄t étrézé Jozué, mâb Nun, hag é tanévelchon̄t d’ézhan̄ kémen̄d a oa c’hoarvézet gan̄t-hô ;

24. Hag é léverchon̄t d’ézhan : Ann Aotrou en deûz lékéat ann holl vrô-zé étré hon daouarn, hag ar ré holl a choum enn-hi a zô gwall en̄krézet gan̄d ar spoun̄t.


————


III. PENNAD.


Bugalé Israel a dreûz ar Jourdan.


1. Jozué éta ô véza savet abarz ann deiz, a zisteñaz ar c’hamp ; hag ô véza deûet er-méaz eûz a Zétim, hén̄ hag holl vugalé Israel, é teûjon̄t bétég ar Jourdan, hag é choumchon̄t énô trî deiz.

2. Pa oé tréménet ann deisiou-zé, ann embannerien a dréménaz dré greiz ar c’hamp,

3. O krial : Pa wélot arc’h kévrédigez ann Aotrou hô Toué, hag ar véleien eûz a wenn Lévi péré hé dougô, savid ivé c’houi, hag îd war hô lerc’h.

4. Ha bézet étre c’houi hag ann arc’h eunn héd a zaou vil ilinad, évit ma hellot hé gwélout a bell, hag anaoud ann hen̄t dré béhini éz éot ; rak biskoaz n’hoc’h eûz kerzet enn-han̄ : ha likid évez na dôstafac’h oud ann arc’h.

5. Ha Jozué a lavaraz d’ar bobl : En em zan̄télit ; rag ann Aotrou a rai war-c’hoaz burzudou enn hô touez.

6. Ha d’ar véleien é lavaraz : Kémérid ann arc’h a gévrédigez, ha kerzid araog ar bobl. Ar ré-man̄ a réaz ar péz a oa gourc’hémennet d’ézhô, a géméraz ann arc’h, hag a gerzaz araog ar bobl.

7. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Jozué : Hiriô é téraouinn da uc’hélaat ac’hanod dirâg Israel holl ; évit ma wézin̄t pénaoz, ével ma ounn bét gan̄t Moizez, é vézinn ivé gan-éz.

8. Hôgen té, gourc’hémenn d’ar véleien a zoug ann arc’h, ha lavar d’éz-hô : Pa viot éat é-kreiz dour ar Jourdan, choumit énô a zav. (T).

9. Ha Jozué a lavaraz da vugalé Israel : Tostaid aman̄, ha sélaouit gér ann Aotrou hô Toué

10. Ha c’hoaz : É kémen̄t-man̄, émé-z-han̄, é wiot pénaoz ann Aotrou, ann Doué béô a zô enn hô kreiz, ha pénaoz é wastô dira-z-hoc’h ar C’hananéed, hag ann Hétéed, ann Hévéed, hag ar Férézéed, ar Gergéséed hag ar Jébuséed, hag ann Amorréed.

11. Chétu arc’h kévrédigez Aotrou ann holl zouar a gerzô enn hô raok a-dreûz d’ar Jourdan.

12. Dalc’hit prést daouzék dén eûz a vreûriézou Israel, unan a béb breûriez.

13. Ha pa hô dévézô ar véleien péré a zoug arc’h ann Aotrou Doué ann holl zouar, lékéat hô zreid é douréier ar Jourdan, ann douréier a zô a-îz a rédô hag en em dennô ; hôgen ar ré a zeû a-ûz, a choumô enn eunn dolzen.

14. Ar bobl a zeûaz éta er-méaz eûz hé deltou, évit treûzi ar Jourdan ; hag ar véleien péré a zougé ann arc’h a gévrédigez, a gerzé enn hé raok.

15. Pa oé éat ar ré-man̄ er Jourdan, ha pa zéraouaz ann dour glépia hô zreid (rag ar Jourdan a leûnié klañou hé aoz é amzer ar médérez),

16. Ann doureier a zeûé a-ûz a arzaôaz enn eul léac’h, hag oc’h en em zével é doaré eur ménez, é wéled anézhô a bell, adaleg ar géar a c’halveur Adom, bétég al léac’h hanvet Sartan : hôgen ann doureier a oa a-îz a ziskennaz é môr ann distrô (a c’halveur bréma ar môr Marô), ha na choumaz banné anézhô.

17. Hôgen ar bobl a gerzé râg-énep da Jériko : hag ar véleien péré a zougé ann arc’h a gévrédigez ann Aotrou, a choumé war ann doureier séac’h é-kreiz ar Jourdan, hag ar bobl holl a dréméné a-dreûz d’ann aoz a ioa dizéc’het.


————


IV. PENNAD.


Daouzék méan kéméret é kreiz ar Jourdan a zô savet da zerc’hel sonch (T) eûz a dreûzidigez ar ster.


1. Goudé ma oé tréménet ar bobl, ann Aotrou a lavaraz da Jozué :

2. Dilenn daouzék dén, unan dré béb breûriez ;

3. Ha gourc’hémenn dézhô kémérout eûz a greiz aoz ar Jourdan, el léac’h é péhini eo bét arzaôet treid ar véleien, daouzék méan kalet-brâz, a lékéot er c’hamp, el léac’h ma hô pézô hénôz savet hô teltou.

4. Jozué éta a c’halvaz daouzék dén en dôa dilennet é touez bugalé Israel, unan eûz a béb breûriez,

5. Hag é lavaraz d’ézhô : It araog arc’h ann Aotrou, hô Toué, é-kreiz ar Jourdan, ha douget ac’hanô pép-hini ac’hanoc’h eur méan war hé skoaz hervez ann niver eûz a vreûriézou bugalé Israel ;

6. Évit ma vézin̄t da arouéz étré-z-hoc’h. Ha pa rai goudé henn hô pugalé ar goulenn-man̄ digan-é-hoc’h : Pétrâ eo da lavarout ar vein-zé ?

7. Ma léverrot d’ézhô : Doureier ar Jourdan a zô en em dennet araog arc’h kévrédigez ann Aotrou, pa dreûzé anézhi : râk-sé eo bét savet ar vein-zé évid arouéz eûz a vugalé Israel da vikenn.

8. Bugalé Israel a réaz éta ar péz en dôa kémennet Jozué d’ezhô ; dougen a réjon̄t eûz a greiz aôz ar Jourdan daouzék méan, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄, hervez ann niver eûz a vreûriézou bugalé Israel, bétég al léac’h é péhini hô dôa savet hô c’hamp ; hag hô lékéjon̄t énô.

9. Jozué a lékéaz ivé daouzék méan all é-kreiz aoz ar Jourdan, el léac’h ma oa arzaôet ar véleien a zougé ann arc’h a gévrédigez : hag hî a zô choumet énô bété vréman̄.

10. Hôgen ar véleien a zougé ann arc’h a arzaôaz é-kreiz ar Jourdan, bété ma oé sévénet kémen̄d en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Jozué da lavaroud d’ar bobl, hag en dôa Moizez lavaret d’ézhan̄. Hag ar bobl a hastaz, hag a dreûzaz ar ster.

11. Ha goudé ma oé treûzet gan̄t-hô holl, arc’h ann Aotrou a dreûzaz ivé, hag ar véleien a gerzaz araog ar bobl.

12. Mipien Ruben ha Gad, hag hanter-vreûriez Manasé a gerzé ivé a-raok bugalé Israel, hag hî armet, ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez d’ezhô :

13. Ha daou-ugen̄t mil stourmer anézhô a gerzé dré van̄dennou ha dré vataionou, a-dreûz da gompézennou ha da barkeier kéar Jériko.

14. Enn deiz-zé ann Aotrou a uc’héléaz kalz Jozué dirâg Israel holl, évit ma teûjen̄t d’hé zouja, ével m’hô dôa doujet Moizez é-pâd ma oa béô.

15. Hag é lavaraz da Jozué :

16. Gourc’hémenn d’ar véleien a zoug ann arc’h a gévrédigez piña eûz ar Jourdan.

17. Ha Josué a c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Piñid eûz ar Jourdan.

18. Ha pa oé piñet ar ré a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha pa zéraouchon̄t kerzout war ann douar séac’h, ann doureier a zistrôaz d’hô aoz, hag a rédaz ével diagen̄t.

19. Hôgen ar bobl a biñaz eûz ar Jourdan enn dékved deiz eûz ar c’hen̄ta mîz, hag é lékéjon̄t hô c’hamp é Galgala, war-zû ar sâv-héol eûz a géar Jériko.

20. Jozué a lékéaz é Galgala ann daouzék méan a oa bét kéméret eûz a aoz ar Jourdan,

21. Hag a lavaraz da vugalé Israel : Pa rai goudé-henn hô pugalé ar goulenn-man̄ d’hô zadou : Pétrâ eo da lavarout ar vein-zé ?

22. C’houi hé zeskô d’ézhô, ô lavarout : Israel en deûz treûzet ar ster Jourdan-zé hag hé aoz war ar zéac’h ;

23. Ann Aotrou hô Toué ô véza dizéc’het ann doureier dira-z-hoc’h, kén na oé treûzet ar ster gan-é-hoc’h :

21. Ével m’en dôa gréat ken̄t é-kén̄ver ar môr Rûz, péhini a zizéc’haz, kén na oé treûzet gan-é-omp ;

25. Évit ma anavézô holl boblou ann douar pénaoz eo kré-meûrbed dourn ann Aotrou, hag évit ma toujot-c’houi ann Aotrou hô Toué é péb amzer.


————


V. PENNAD.


Spoun̄t ar C’hananéed. Enwad ar bobl. Ar mann na gouéz mui.


1. Hôgen pa glevaz holl rouéed ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar c’hûs-héol, hag holl rouéed Kanaan, péré hô dôa enn hô c’hers al léc’hiou ar ré dôsta eûz ar môr brâz, pénaoz en dôa ann Aotrou dizéc’het doureier ar Jourdan dirâk bugalé Israel, kén na oé treûzet gan̄t-hô, hô c’haloun a oé man̄tret, ha na choumaz mui a ners enn-hô, gan̄d ar spoun̄t hô dôa râk donédigez bugale Israel.

2. Enn amzer-zé ann Aotrou a lavaraz da Jozué : Grâ d’id koun̄telli mein, hag enwad évid ann eil wéach bugalé Israel.

3. Jozué a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou, hag a enwadaz bugalé Israel war dunien ar pôd-mézennou.

4. Ha chétu ann abeg eûz ann eil enwad-zé : ann holl baotred eûz a douez ar bobl, péré a oa deûet er-méaz eûz ann Éjipt, péré a oa holl tûd-a-vrézel, a varvaz enn distrô é-pâd ann drôiou hîr eûz ann hen̄t :

5. Hag holl é oan̄t bét enwadet. Hôgen ar bobl a oé ganet enn distrô,

6. É-pâd ann daou-ugen̄t vloaz a ergerz enn distrô vrâz-zé, né oa két bét enwadet, kén na vijé gwastet ar ré péré n’hô dôa két sélaouet mouéz ann Aotrou, ha da béré en dôa touet ken̄t pénaoz na ziskouézché két d’ézhô ann douar é péhini é rédé al léaz hag ar mél.

7. Mipien ar ré-man̄ a géméraz léac’h hô zadou, hag a oé enwadet gan̄t Jozué ; ô véza ma oa gan̄t-hô hô pôd-mézen, ével pa oan̄t bét ganet, ha n’en dôa dén hô enwadet e-pâd ann hen̄t.

8. Hôgen goudé ma oan̄t bét enwadet holl, é choumchon̄t enn hévélep léac’h é péhini é oa hô c’hamp, ken na oen̄t deûet da véza paré.

9. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Jozué : Tennet em eûz hiriô diwar-n-hoc’h dismégan̄s ann Éjipt. Hag al léac’h-zé a oé hanvet Galgala, ével ma eo c’hoaz galvet hiriô.

10. Bugalé Israel a choumaz é Galgala, hag a réaz énô ar Pask er pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez, é mésiou Jérikô :

11. Hag an̄trônôz é tebrchon̄t eûz a frouez ann douar, baraou dic’hoell, hag éd-krâz eûz ann hévéleb bloaz.

12. Goudé ma hô dôé debret eûz a frouez ann douar, ar mann a éhanas, ha bugalé Israel na zebrchon̄t mui pelloc’h eûz ar boéd zé ; hôgen dibri a réjon̄t frouez douar Kanaan eûz ann héveleb bloaz.

13. Hôgen pa édô Jozué enn eur park eûz a géar Jériko, é savaz hé zaoulagad, hag é wélaz eunn dén enn hé zâ dira-z-han̄, hag eur c’hlézé noaz enn hé zourn : étrézeg enn-han̄ éz éaz hag é lavaraz d’ézhan̄ : Hag eûz hor ré oud-dé, pé eûz hon énébourien ?

14. Hag hé-man̄ a lavaraz : Nann ; hôgen ar prin̄s ounn eûz a armé ann Aotrou, hag é teûann bréman̄.

15. Ha Jozué en em daolaz war hé c’henou d’ann douar. Hag oc’h hé azeûli, é lavaraz : Pétrâ a fell d’ann Aotrou da lavarout d’hé zervicher ?

16. Tenn, émé-z-han̄, da voutou eûz da dreid ; rag al léac’h é péhini émoud a zô san̄tel. Ha Jozué a réaz ar péz a oa gourc’hémennet d’ézhan̄.


————


VI. PENNAD.


Kéar Jériko a zô kéméret. Rahab hag hé zûd a zô savétéet.


1. Hôgen Jériko a oa serret ha krévéet, gan̄d ar spoun̄t rak bugalé Israel ; ha dén na grédé mon̄d er-méaz na mon̄d ébarz.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz da Jozué : Chetu em eûz rôet enn da zourn Jériko, hag hé roué, hag ann holl dûd kré a zô enn-hi.

3. Grîd ann drô eûz a géar, eur wéach ann deiz, c’houi holl dûd-a-vrézel, hag é réot kémen̄t-sé é-pâd c’houéac’h dervez.

4. Hôgen d’ar seizved deiz, ra gémérô ar véleien seiz korn-boud, eûz ar ré gan̄t péré é soneur é bloaz ar Jubilé, ha ra valéin̄t araog ann arc’h a gévrédigez. Seiz gwéach é réot ann drô eûz a géar, hag ar véleien a zonô gan̄d ar c’hornou-boud.

5. Ha pa hô dévézô sonet ar c’hornou-boud gan̄t eur son hirroc’h ha startoc’h, ha pa en dévézô skôet ann trouz war hô tiskouarn, ar bobl holl a c’harmô gan̄d eunn trouz brâz, ha muriou kêar a gouézô bétég ann diazez, ha pép-hini a iélô enn-hi dré al léac’h dirâk péhini en em gavô.

6. Ha Jozué, mâb Nun, a c’halvaz ar véleien, hag a lavaraz d’ézhô : Kémérid ann arc’h a gévrédigez, ha seiz béleg all kéméret ar seiz korn-boud ar Jubilé, ha ra valéin̄t dirâg arc’h ann Aotrou.

7. D’ar bobl é lavaraz ivé : It, ha grîd ann drô eûz a géar, hag hoc’h armou gan-é-hoc’h, ha kerzit araog arc’h ann Aotrou.

8. Pa en dôé Jozué éhanet da gomza, ar seiz bélek en em lékéaz da zéni gan̄d ar seiz korn-boud dirâg arc’h kévrédigez ann Aotrou ;

9. Ann holl armé gan̄d hô armou a gerzé araog ann arc’h, hag ar bobl holl a iéa war-lerc’h, ha trouz ar c’hornou-boud a zonô skiltr a bép tû.

10. Hôgen Jozué en dôa gourc’hémennet d’ar bobl, ô lavarout : Na c’harmot két, ha na vézô két klevet hô mouéz, ha na zeûi gér é-bed er-méaz eûz hô kénou, kén na vézô deûet ann deiz e péhini é livirinn d’é-hoc’h : Garmit, ha grîd eunn trouz brâz.

11. Arc’h ann Aotrou a réaz éta eur wéach enn deiz ken̄ta ann drô eûz a géar, hag é tistrôaz d’ar c’hamp, hag é choumaz énô.

12. Ha Jozué ô véza savet abarz ann deiz, ar véleien a géméraz arc’h ann Aotrou,

13. Ha seiz anézhô a géméraz seiz korn-boud, eûz ar ré gan̄t péré é soneur é bloaz ar Jubilé. Hag hî a valéé dirâg arc’h ann Aotrou enn eur zéni : ar bobl hô dôa armou a iéa enn hô raok, hag ar ré all eûz ar bobl a iéa war-lerc’h ann arc’h, hag a glevé trouz ar c’hornou-boud.

14. Ober a réjon̄t eur wéach ann drô eûz a géar ann eil dervez, hag é tistrôjon̄t d’ar c’hamp. Ével-sé é réjon̄t é-pâd c’houec’h dervez.

15. Hôgen d’ar seizved deiz, ô véza savet min̄tin mâd, é réjon̄t seiz gwéach ann drô eûz a géar, ével ma oa bét gourc’hémennet d’ézhô.

16. Ha pa zoné ar véleien gan̄d ar c’hornou-boud er seizved trô, Jozué a lavaraz da holl bobl Israel : Garmit ha grit trouz ; râg ann Aotrou en deûz rôet ar géar d’é-hoc‘h.

17. Ra vézô anaouéet ar géar-zé : ha ra vézô gwéstlet d’ann Aotrou kémen̄t trâ a zô enn-hi. Ra choumô hép-kén béô Rahab ar c’hast, gan̄d ar ré holl a zô gan̄t-hi enn hé zî ; rak kuzet é deûz ar ré hor bôa kaset évid anaoud ar vrô.

18. Hôgen c’houi, likid évez na lakaac’h hô tourn war nétrâ, hervez ma eo bét difennet d’é-hoc’h ; gan̄d aoun na zeûac’h da wall-ôber ha da denna ar reûstl hag ar péc’hed war holl armé Israel.

19. Kémen̄d a zô gréat gan̄d aour ha gan̄d arc’han̄t, ha kémen̄t léstr arem hag houarn, ra vézô gwéstlet d’ann Aotrou, ha lékéat enn hé den̄zoriou.

20. Ann holl bobl éta ô véza garmet gan̄t eunn trouz brâz, hag ar c’hornou-boud ô séni, pa oé klévet ar vouéz hag ar son gan̄d ann dûd holl, ar muriou a gouézaz râk-tâl ; ha pép-hini a biñaz dré al léac’h dirâk péhini en em gavé : hag hî a géméraz kéar,

21. Hag a lazaz kemen̄d dén a oa enn-hî, adaleg ar oazed bétég ar merc’hed, adaleg ar vugalé bétég ar ré gôz. Skei a rejon̄d ivé gan̄d ar c’hlézé ann éjenned, hag ann dén̄ved, hag ann ézen.

22. Hôgen Jozué a lavaraz d’ann daou zén péré a oa bét kaset évid anaoud ar vrô : Id é tî ar c’hast, ha likit-hi da zon̄d er méaz gan̄t kémen̄d a zô d’ezhi, ével ma hoc’h eûz hé douet d’ézhi.

23. Ann daou zén-iaouan̄k ô véza éta éad enn ti, a gasaz Rahab, hag hé zâd hag hé mamm, hag hé breûdeûr, hag hé c’héren̄t, hag hé holl draou, hag a réaz d’ézhô choum er-méaz eûz a gamp Israel.

24. Neûzé é tevchon̄t ar géar, ha kémen̄d a oa enn-hî, néméd ann aour hag ann arc’han̄t, hag al listri arem hag houarn, a wéstlchon̄t évit ten̄zor ann Aotrou.

25. Hôgen Jozué a viraz béô Rahab ar c’hast, ha ti hé zâd, gan̄t kémen̄d é dôa ; hag hî a choumaz é-kreiz pobl Israel, bété vréma ; ô véza m’é dôa kuzet ar ré en dôa kaset évid anaout Jériko.

26. Milliget ra vézô dirâg ann Aotrou, ann dén a zavô hag a ziazézô a-névez kéar Jériko. Ra zaolô hé diazez war hé gen̄ta-ganet, ha ra lakai hé dôriou war ann divéza eûz hé vugalé.

27. Ann Aotrou a oé éta gan̄t Jozué, hag hé hanô a oa brudet-brâz dré ann douar holl.


————


VII. PENNAD.


Pobl Israel a zô trec’het gan̄d ann énébourien. Akan a zô labézet.


1. Hôgen bugalé Israel a dorraz ar gourc’hemenn a oa bet gréat d’ézhô, hag é kémerchon̄t évit-hô ar péz a oa bét anaouéet. Rag Akan, mâb Karmi, mâb Zabdi mâb Zaré, eûz a vreûriez Juda, a gémeraz eunn dra a ioa bét milliget : hag ann Aotrou a zavaz drouk enn-han̄ a-énep bugalé Israel. (T).

2. Enn amzer-zé Jozué a gasaz tûd eûz a Jériko étrézé Hai, a zô tôst da Vétaven, war zû ar sâv-héol eûz a géar Bétel, hag a lavaraz d’ézhô : Id hag anavézid ar vrô. Ar ré-man̄ a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô, hag a anavézaz Hai.

3. Ha pa oen̄t distrôet, é léverchon̄t d’ézhan̄ : Na biñet két ann holl bobl, hôgen eat daou pé dri mil dén, évid disman̄tra ar géar-zé. Pérâk skuiza enn-aner ann holl bobl a-énep kenn néheûd a énébourien ?

4. Tri mil brézéliad a biñaz éta. Hôgen ar ré-man̄ ô trei hô c’hein râk-tâl,

5. A oé kannet gan̄d ar ré eûz a géar Hai ; ha c’houec’h dén ha trégon̄t anézhô a oé lazet. Ann enebourien a iéaz war hô lerc’h adaleg hô dôr bété Sabarim, hag a lazaz ar ré a dec’hé étrézé ann draon̄ien. Ha kaloun ar bobl a oé spoun̄tet, hag é teûzaz é-c’hîz dour.

6. Hôgen Jozué a rogaz hé ziḻad, hag en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar dirâg arc’h ann Aotrou, hén̄ hag holl hénaoured Israel, bétég ar pardaez : hag hî a daolaz poultr war hô fennou ;

7. Ha Jozué a lavaraz : Allaz, Aotrou va Doué ! pérâg eo bét fellet d’id lakaad ar bobl-man̄ da dreûzi ster ar Jourdan, évid hol lakaad étré daouarn ann Amorréed, hag évid hor c’holl ? A-ioul é vemp choumet enn tû all d’ar Jourdan, ével ma oamp da gen̄ta.

8. O Doué va Aotrou, pétrâ a livirinn-mé, ô wélout Israel ô trei hé gein d’hé énébourien ?

9. Ar C’hananéed a glevô kémen̄t-man̄, hag ar ré holl a choum er vrô-man̄ ; hag oc’h en em zastumi holl, é teûin̄t da gelc’hia ac’hanomp, hag é lamin̄t hon hanô diwar ann douar. Ha pétrâ a ri-dé neûzé évid da hanô brâz ?

10. Hag ann Aotrou a lavaraz da Jozué : Saô, pérâg oud-dé gourvézet war ann douar ?

11. Israel en deûz péc’het ; ha torret eo bét gan̄t-han̄ va c’hévrédigez : kéméret hô deûz darn ann traou a ioa bét milliget (T), laéret hô deûz, gévier hô deûz lavaret, ha kuzet hô deûz hô laéron̄si é-touez hô diḻad.

12. Israel na hellô mui derc’hel stard oud hé énébourien, hag é tec’hô dira-z-hô ; ô véza ma eo en em zaotret gan̄d ann anaoué. Na vézinn mui gan-é-hoc’h ken n’hô pézô gwastet ann hini a zô kabluz eûz ann drouk-zé.

13. Saô, santéla ar bobl, ha lavar dézhô : En em zan̄télit évit war-c’hoaz ; râk chétu pétrâ a lavar ann Aotrou Doué Israel : Éma ann anaoué enn da greiz, ô Israel ; na helli két derc’hel stard oud da énébourien, kén na vézô gwastet eûz hô touez ann hini a zô kabluz eûz ar gwall-zé.

14. War-c’hoaz vin̄tin éz éot pép-hini enn hô preûriez : hag ar sort ô véza kouézet war eur vreûriez a dréménô d’ar c’héren̄tiézou, eûz ar c’héren̄tiézou d’ann tiez, eûz ann tiez d’ann dûd.

15. Ha piou-bennâg a vézô kavet kabluz eûz ann drouk-zé, a vézô devet gan̄t kémen̄d a zô d’ézhan̄, ô véza ma en deûz torret kévrédigez ann Aotrou, ha ma en deûz gréat fallagriez é Israel.

16. Jozué éta ô véza savet diouc’h ar min̄tin, a zastumaz Israel dré béb breûriez ; hag é oé kavet breûriez Juda :

17. Ha pa oé deûet di gan̄d hé holl diégésiou, é oé kavet tiégez Zaré : hag ann tiegez-man̄ ô véza deûet gan̄d hé holl diez, é oé kavet Zabdi :

18. Hag ann tî-zé ô véza deûet gan̄d hé hoil dûd, é oé kavet Akan, mâb Karmi, mâb Zabdi, mâb Zare eûz a vreûriez Juda.

19. Ha Jozué a lavaraz da Akan : Va mâb, rô gloar d’ann Aotrou doué Israel, hag an̄sav, ha diskuḻ d’in ar péz éc’h eûz gréat, hép kuza nétra.

20. Hag Akan a lavaraz da Jozué : Gwir eo pénaoz em eûz péc’het a-éneb ann Aotrou Doué Israel, ha chétu pétra em eûz gréat :

21. O véza gwélet é-touez ann diwisk eur van̄tel tané mâd-meûrbéd, ha daou c’han̄t sikl arc’han̄t, hag eur réolen aour eûz a han̄ter-kan̄t sikl, é teûaz c’hoan̄t d’in d’hô skrapa. Hag ô véza hô c’héméret, e kuziz anézhô é-kreiz va zelt, hag é lakiz ann arc’han̄t enn eunn toull enn douar.

22. Neûzé Jozué a gasaz tûd, péré a rédaz da delt Akan, hag a gavaz kémen̄t a oa bét kuzet, el léac’h m’en dôa lavaret hag ann arc’han̄t ivé.

23. Hag ô véza hô zennet holl eûz ann telt, é tigaschon̄t anézhô da Jozué, ha da holl vugalé Israel, hag hô zaolchon̄t dirâk ann Aotrou.

25. Hôgen Jozué, hag Israel holl gan̄t-han̄, ô véza kéméret Akan, mâb Zaré, hag ann arc’han̄t, hag ar van̄tel, hag ar reolen aour, hag ive hé vipien, hag hé verc’hed, hag hé éjenned, hag hé ézen, hag hé zen̄ved, ha zô-kén hé delt ha kémen̄d a oa d’ézhan̄, hô c’hasaz da draon̄ien Akor ;

25. É péléac’h Jozué a lavaraz d’ézhan̄ : O véza ma éc’h eûz hor reûstlet, ra reûstlô ann Aotrou ac’hanod enn deiz-man̄. Hag Israel holl a labézaz anézhan̄ ; ha kémen̄d a oa d’ézhan̄ a oé bévézet gan̄d ann tân.

26. Hag hî a zastumaz war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein, a zô choumet bétég hiriô. Ha frouden Zoué a zistrôaz diwar-n-ézhô. Hag al léac’h-zé a zô bét hanvet traon̄ien Akor, bétég-henn.


————


VIII. PENNAD.


Ann Israélited a gémer ar géar a Hai. Jozué a zav eunn aoter.


1. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Jozué : N’az péz kéd a aoun ha na spoun̄t két. Kémer gan-éz ann holl vrézélidi, ha kerz a-énep kéar Hai ; chétu em eûz lékéat étré da zaouarn hé roué, hag hé bobl, ha kéar, hag ar vrô.

2. Hag é ri é-kén̄ver Hai, hag hé roué, ével ma éc’h eûz gréat é-kén̄ver Jériko, hag hé roué. Hôgen kéméroud a réot évid-hoc’h ar preiz hag ann holl loéned : laka spiou adrén̄ kéar.

3. Jozué a zavaz éta, ha gan̄t-han̄ ann holl armé, évit kerzout a-énep Hai : hag ô véza dibahet trégon̄t dén kalounek, é kasaz anézhô diouc’h ann nôz.

4. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Likit spiou adrén̄ kéar : na bellait két kalz, ha bézit prést holl :

5. Hôgen mé, hag ar bobl, éz aimp war eunn tû all da daga kéar. Ha pa zeûin̄t er-méaz enn hon énep é tec’himp, ével ma hon eûz gréat ken̄t, hag é trôimp hor c’hein ;

6. Kén n’hor bézô didennet ar ré a vézô war hol lerc’h pelloc’h diouc’h kéar : râg hî a grédô pénaoz é tec’homp ével ma hon eûz gréat kén̄t.

7. Pa dec’himp éta, ha pa zeûin̄t war hol lerc’h, c’houi a zavô eûz hô spiou, hag é wastot kéar ; râg ann Aotrou hô Toué hé lakai étré hô taouarn.

8. Ha pa hô pézô hé c’héméret, devit-hî, ha grit pép-trâ ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’é-hoc’h.

9. Jozué hô c’hasaz kuît, hag hî a iéaz da léac’h hô spiou ; hag é choumchon̄t étré Bétel ha Hai, war-zû ar c’hûs-héol eûz a géar Hai ; hôgen Jozué a choumaz é-pâd ann nôz-zé é-kreiz ar bobl ;

10. Hag an̄trônôz, ô sével abarz ann deiz, é kéméraz ann niver eûz hé dûd hag en em lékéaz gan̄d ann hénaoured é penn ann armé, skoazellet gan̄d al lôd brasa eûz ar vrézélidi.

11. Ha pa oen̄t deûet, ha pa oen̄t piñet dirâk kéar, éc’h arzaôchon̄t war-zû ann han̄ter-nôz ; hag eunn draon̄ien a ioa étré hî ha kéar.

12. Jozué a zilennaz ivé pemp mil dén, hag a lékéaz anézhô é spi étré Bétel ha Hai, war-zû ar c’hûs-héol eûz ann hévelep kéar.

13. Hag ann dûd all eûz ann armé a gerzé daré d’ann emgann war-zû ann han̄ter-nôz, enn hevélep doaré ma skôé ar ré zivéza eûz ann holl dûd-zé war ann tû eûz a gûs-héol kéar : Jozué éta ô véza kerzet enn noz-zé a choumaz é-kreiz ann draon̄ien.

14. Pa wélaz kémen̄t-sé roué Hai, é teûaz buhan diouc’h ar min̄tin er-méaz eûz a géar gan̄d hé holl armé, hag é kasaz hé vrézélidi étrézég ann distrô hép gouzout pénaoz éz oa tûd é spi adrén̄ d’ézhan̄.

15. Hôgen Jozué hag Israel holl a géméraz ann tec’h, oc’h ôber neûz da gaout aoun, hag ô kerzout dré hen̄t ann distrô.

16. Ha ré Hai och ôber eur garm war-eunn-drô, hag oc’h en em galounékaat ann eil égilé, a iéaz war hô lerc’h. Ha pa oen̄t éat er-méaz eûz a géar,

17. Ha na oé choumet hini anézhô é Hai hag é Bétel héb béza éat war-lerc’h Israel ; ha ma oan̄t éat enn eunn taol brâz er-méaz, ha ma oa lézet gan̄t-hô hô c’heriou digor,

18. Ann Aotrou a lavaraz da Jozué : Saô ar spék a zô enn da zourn out kéar Hai, râg hé rei a rinn d’id.

19. Ha p’en dôé savet hé spék out kéar, ar ré a oa kuzet é spi a zavaz râk-tâl ; hag ô kerzout étrézé kéar, é kémerchon̄t hag é tevchon̄t anézhi.

20. Hôgen tûd kéar, péré a iéa war-lerc’h Jozué, ô véza sellet adren̄ d’ézhô, hag ô wélout ar môged eûz a géar a zavé bétég ann én̄v, na helchon̄t mui tec’hi na tû-man̄ na tu-hon̄t : dreist-holl pa zeûaz ar ré hô dôa gréat neûz da dec’hî, hag a gerzé war-zû ann distrô, da énébi stard oud ar ré a gerzé war hô lerc’h.

21. Jozué hag Israel holl ô wélout pénaoz é oa kéméret kéar, hag é savé ar môged anézhî, a zistrôaz war hô c’hîz, hag a wastaz tûd Hai.

22. Enn hévéleb amzer ar ré hô dôa kéméret ha devet kéar, ô véza éat er-méaz war arbenn d’hô zùd, a zéraouaz skei war ann énébourien a oé taget a bép tû ; enn hévélep doaré n’en em zavetéaz hini é-béd eûz a eunn niver ker brâz.

23. Kéméroud a réjon̄t ivé er-béô roué kéar Hai, hag her c’haschon̄t da Jozué.

24. Ar ré holl éta péré a oa éat war-lerc’h ann Israélited pa gerzen̄t étrézég ann distrô, ô véza bét trec’het hag eunn niver brâz anézhô ô véza bét lazet (T) el léac’h-zé, bugalé Israel en em drôaz out kéar, hag a lazaz ar ré holl a oa c’hoaz enn-hi.

25. Lazet é oé enn deiz-zé, kenn goazed, kenn merc’hed, daouzék mil dén péré a oa holl eûz a géar Hai.

26. Hôgen Jozué ô terc’hel hé spék, na izélaaz két hé zourn en dôa savet d’ann néac’h, kén na oé lazet holl dûd Hai.

27. Bugalé Israel a rannaz étré-z-hô al loéned hag ar preiz eûz a géar, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Jozué.

28. Neûzé é tévaz kéar, hag é réaz anézhi eur béz da vikenn.

29. Lakaad a réaz ivé staga oud ar groug roué Hai, bétég ar pardaez ha bété kûs-héol. Neûzé Jozué a c’hourc’hémennaz diskenni hé gorf-marô eûz ar grôaz : hag é oé taolet é-harz dôr kéar, hag é oé lékéat war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein, a zô choumet bétég-henn.

30. Neûzé Jozué a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou Doué Israel war vénez Hébal :

31. Ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez, servicher ann Aotrou, da vugalé Israel, ha ma eo skrivet é levr lézen Moizez. Ann aoter-zé a oa gréat gan̄t mein digompez oc’h péré n’oa két bét stoket ann houarn : hag é kennigaz war-n-ézhi sakrifisou-losk, hag é lazaz viktimou a béoc’h.

32. Skriva a réaz ivé war vein ann Deûtéronom lézen Moizez, en dôa lékéat dirâk bugalé Israel.

33. Hôgen ar bobl holl, hag ann hénaoured, ann oviserien, hag ar varnerien a oa enn hô zâ enn daou dû eûz ann arc’h, dirâg ar véléien a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, kenn ann diavésidi, kenn tûd ar vrô. Ann han̄ter anézhô a oa é-harz ménez Garizim, hag ann han̄ter all é-harz ménez Hébal, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet Moizez, servicher ann Aotrou. Ha Jozué a vennigaz da-gen̄ta ar bobl a Israel.

34. Goudé-zé é lennaz ann holl gomziou a vennoz hag a valloz, ha kémen̄d a oa skrivet é levr al lézen.

35. Na lézaz nétrâ héb hé lavarout, eûz a gémen̄t en dôa gourc’hémennet Moizez : hôgen diskouéza a réaz a-névez pép trâ dirâg holl bobl Israel, dirâg ar merc’hed, dirâg ar vugaligou, ha dirâg ann diavézidi a oa deûet da choum enn hô zouez.


————


IX. PENNAD.


Trôidel ar C’habaonited.


1. Pa oé klévet kémen̄t-sé, ann holl rouéed eûz ann tû all eûz ar Jourdan péré a choumé war ar ménésiou hag er gompézennou, enn arvôriou, ha war aot ar môr brâz ; hag ar ré a choumé war harz al Liban, ann Héléed, hag ann Amorréed, hag ar C’hananéed, hag ar Férézéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed,

2. En em unanaz kévret évit stourmi out Jozué, hag Israel, gan̄d eunn hévélep kaloun, hag eunn hévélep ménoz.

3. Hôgen ar ré a choumé é Gabaon, ô véza klévet kémen̄d en dôa gréat Jozué é Jeriko hag é Hai ;

4. Hag ô venna gan̄t trôidel, é kémerchon̄t gan̄t-hô boéd, é lékejon̄t seier kôz war hô ézen, ha bouc’h-kennou roget hag asgriet ;

5. Kôz voutou aozet gan̄t pen̄séliou évit rei dézhô eunn doaré kôsoc’h. Gwisket é oan̄t ivé gan̄t diḻad kôz ; hag ar baraou a zougen̄t évid boéd-hen̄t, a oa kalet, ha torret a dammou.

6. Don̄d a réjon̄t da gaout Jozué, péhini a oa neûzé é kamp Galgala, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ kerkouls ha d’ann holl Israel : Eûz a eur vrô pell-brâz é teûomp, gan̄d ar c’hoan̄t hon eûz da ôber ar péoc’h gan-é-hoc’h. Ha bugalé Israel a lavaraz d’ézhô :

7. Martézé é choumit enn douar-man̄ a dlé béza d’é-omp ével hol lôden, ha neûzé na helfemp két ôber kévrédigez gan-é-oc’h.

8. Hôgen hî a lavaraz da Jozué : Da zervicherien omp. Ha Jozué a lavaraz d’ézhô : Piou oc’h-hu ? Hag a béléac’h é teûit-hu ?

9. Hag hî a lavaraz : Da zervicherien a zô deûet eûz a eur vrô pell-meûrbéd é hanô ann Aotrou da Zoué. Rak klévet hon eûz hanô eûz hé c’halloud, eûz a gémen̄t en deûz gréat enn Éjipt ;

10. Hag é-ken̄ver ann daou roué ann Amorréed péré a oa enn tû all d’ar Jourdan, Séhon, roué Hésébon, hag Og, roué Basan, péhini a oa é Astarot.

11. Hag ann hénaoured hag holl dûd hor brô hô deûz lavaret d’é-omp : Kémérit boéd gan-é-hoc’h enn-abek d’ann hen̄t hirr, hag îd war hô arbenn, ha livirit dezhô : Hô servicherien omp, grît kévrédigez gan-é-omp.

12. Chétu ar baraou hon eûz kéméret tomm, pa omb éat er méaz eûz hon tiez évid don̄d étrézeg enn-hoc’h ; ha bréma in̄t deûet da véza séac’h, hag é kouézon̄t a dammou gan̄d ar gôzni.

13. Ar bouc’h-kennou-zé a oa névez pa hon eûz lékéat gwîn enn-hô ; ha bréma in̄t roget ha di-gri. Ar saéou a zô war-n̄-omp, hag ar boutou a zô enn hon treid a zô astud, enn-abek d’ann hen̄t hirr, ha na dalon̄t mui nétrâ.

14. Ann dûd a géméraz eûz hô boéd, ha na c’houlenchon̄t két ali ann Aotrou.

15. Ha Jozué a rôaz ar péoc’h d’ézhô ; ha goudé béza bét gréat kévrédigez gan̄t-hô, é rôaz hé c’hér d’ézhô pénaoz na vijen̄t két lazet. Ha prin̄sed ar bobl a douaz ivé ann hévélep trâ d’ézhô.

16. Hôgen a-benn tri deiz goudé ma oa gréat ar gévrédigez, é klevchon̄t pénaoz é choumen̄t er vrô néz, ha pénaoz é oan̄t daré d’en em gavout é-touez hô zùd.

17. Bugale Israel ô véza savet hô c’hamp, a iéaz ann trédé deiz enn hô c’heriou, a béré éma aman̄ ann hanvou : Gabaon, ha Kafira, ha Bérot, ha Kariatiarim.

18. Ha n’hô lazchon̄t ket, ô véza ma hô dôa hé douet d’ézhô prin̄sed ar bobl é hanô ann Aotrou Doué Israel. Rak-sé ann holl bobl a grôzaz a-éneb ar brin̄sed.

19. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ar bobl : Touet hon eûz d’ézhô é hanô ann Aotrou Doué Israel ; ével-sé na hellomp két lakaad hon dourn war-n-ézhô.

20. Hôgen chétu pétrâ a raimp d’éz-hô : miret é vézô evit-gwîr hô buez d’ézhô, gan̄d aoun na zeûfé da zével drouk enn Aotrou enn hon énep, mar teûfemp da derri hon lé. (T).

21. Hôgen béva a rain̄t enn hévélep doaré, ma trouc’hin̄t ha ma tougin̄t ar c’heûneûd hag ann dour a vézô réd évit servich ann holl bobl.

22. Jozué a c’halvaz ar Gabaonited, hag a lavaraz d’ézhô : Pérâg eo bét fellet d’é-hoc’h hon touella gan̄d hô kevier, ô lavarout : Choum a réomp pell diouz-hoc’h ; pa eo gwîr pénaoz émoc’h enn hor c’hreiz ?

23. Râk-sé é viot dindân ar valloz, hag é vézô bépréd enn hô kwenn tûd péré a drouc’hô ar c’heûneûd, hag a zougô ann dour évit ti va Doué.

24. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Lavaret é oa bét d’é-omp, nî da zervicherien, pénaoz en dôa ann Aotrou da Zoué rôed hé c’hér da Voizez, hé zervicher, é rôjé d’é-hoc’h ann holl vrô-man̄ ; hag é kasché-da-gét ann holl dûd a choum enn-hi. Spoun̄tet brâz omb bét ; ha gan̄d aoun ra-z-hoc’h, hon eûz kéméret ann dézô-zé évit savétei hor buez.

25. Hôgen bréma émomb étré da zaouarn : grâ enn hor c’hén̄ver ar péz a gavi mâd ha reiz.

26. Jozué a réaz éta ével m’en dôa lavaret : hô zenna a réaz eûz a zaouarn bugalé Israel, hag é viraz oud ar ré-man̄ n’hô lazchen̄t.

27. Hag hén̄ a reizaz enn deiz-zé pénaoz é vijen̄t da vévellou d’ann holl bobl, ha da aoter ann Antrou ; ha pénaoz é trouc’hchen̄t ar cheûneûd hag é tougchen̄t ann dour el léac’h a vijé dilennet gan̄d ann Aotrou, ével ma réon̄t c’hoaz béteg henn.


————


X. PENNAD.


Jozué a laka ann héol da arzaôi, hag a gémer meûr a géar.


1. Pa glevaz Adonisédek, roué Jéruzalem, pénaoz en dôa Jozué kéméret ha disman̄tret ar géar a Hai (rag gréat en dôa é kén̄ver Hai hag hé roué, ével m’en dôa gréat é-kén̄ver Jériko hag hé roué) ; ha pénaoz é oa en em lékéat ar Gabaonited a dû gan̄t bugalé Israel ; hag hô dôa gréat kévrédigez gan̄t-hô,

2. É oé spoun̄tet-brâz. Rag Gabaon a oa eur géar vrâz, hag unan eûz a gériou ar roué, ha brasoc’h égéd ar géar a Hai ; hag hé vrézélidi a oa holl tûd eûz ar ré galounéka.

3. Adonisédek, roué Jéruzalem, a gasaz éta étrézég Oham, roué Hébron, hag étrézé Faram, roué Jérimot, hag étrézé Jafia, roué Lakis, hag étréze Dabir, roué Églon, évit lavarout d’ézhô :

4. Deûit d’am c’havout, ha rôit kenners d’in, évit ma raimp ar brézel d’ar Gabaonited, péré a zô en em lékéat a dû gan̄t Jozué ha gan̄t bugalé Israel.

5. Ar pemp roue ann Amorréed en em zastumaz éta kévret, roué Jéruzalem, roué Hébron, roué Jérimot, roué Lakis, roué Églon ; hag é kerzchon̄t gan̄d hô holl vrézélidi, hag é lékéjon̄t hô champ enn-drô da C’habaon evid hé grounna.

6. Hôgen tûd Gabaon pa wélchon̄t hô c’héar grounnet, a gasaz étrézé Jozué, péhini a oa neûzé e kamp Galgala, evit lavarout d’ézhan̄ : Plijet gan-éz rei da zaouarn da genners d’as servicherien : deûz buan d’hon tenna a boan oc’h hor skoazella ; rag holl rouéed ann Amorréed péré a choum er ménésiou, a zô en em zastumet enn hon énep.

7. Jozué a gerzaz éta eûz a C’halgala, ha gan̄t-han̄ ar vrézélidi eûz hé armé, péré a oa eûz ar ré galounéka.

8. Hag ann Aotrou a lavaraz da Jozué : n’az péz kéd a aoun ra-z-hô ; râg hô lékéat em eûz étré da zaouarn ; hag hini anézhô na hellô énébi ouz-id.

9. Jozué éta ô véza deûet a-héd ann nôz eûz a C’halgala, en em strin̄kaz war-n-ézhô enn-eunn-taol.

10. Hag ann Aotrou a reûstlaz anézhô a zirâg Israel, hag a skôaz war-n-ézhô eur gouli brâz war harz Gabaon : Jozué a iéaz war hô lerc’h dre ann hen̄t a biñ étrézé Belhoran, hag é tarc’haouaz gan̄t-hô bétég Azéka ha Maséda.

11. Ha pa dec’hen̄t araok bugalé Israel, ha ma oan̄t é diskenn Bethoron, ann Aotrou a lékéaz da gouéza mein brâz eûz ann en̄v war-n-ézhô bétég Azéka : ha kalz mui anézhô a oé lazet gan̄d ar vein-zé é-doaré kazarc’h, égét gan̄t klézé bugalé Israel.

12. Neûzé Jozué a gomzaz oud ann Aotrou, enn deiz-zé é péhini en dôa lékéat ann Amorréed étré daouarn bugalé Israel, hag é lavaraz dira-z-hô : Héol, na gerz két étrézé Gabaon ; na té, loar, war-zû traon̄ien Ajalon.

13. Hag ann héol hag al loar a choumaz krenn enn-eunn-taol (T), ken na oé ar bobl en em ven̄jet eûz hé énébourien. Ha né d-eo két skrivet kémen̄t-sé é levr ar ré wirion ? Ann héol éta a arzaôaz é-kreiz ann én̄v, ha na hastaz két mon̄d da gouska é-pâd eunn dervez.

14. Biskoaz deiz, na ken̄t na goudé, na oé kenn hir hag hen-nez, ann Aotrou ô véza neûzé sen̄tet out mouéz eunn dén, hag ô véza stourmet évid Israel.

15. Jozué a zistrôaz neûzé da gamp Galgala gan̄d holl vugalé Israel.

16. Rag ar pemp roué a oa tec’het, hag a oa éat da guza enn eur c’héô eûz a géar Maséda.

17. Lavaret é oé da Jozué pénaoz tûd hô dôa kavet ar pemp roue kuzet enn eur c’héô eûz a géar Maséda.

18. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ar ré a oa gan̄t-han̄, ô lavarout : Ruḻit kerrek brâz é génou ar c’héô, ha likit tûd gwén évit mirout ar ré a zô serret énô.

19. Hôgen c’houi, na éhanit két : it war-lerc’h ann énébourien, ha lazit ar ré a choumô war-lerc’h enn eur déc’hout : ha n’hô lézit két da von̄t dindân gwarez hô c’heriou, pa en deûz ann Aotrou hô Toué hô lékéat étré hô taouarn.

20. Ann énébourien éta ô véza bét tréc’het ha lazet (T), hép ma choumaz hogos hini, ar ré a hellaz téc’hout eûz a zaouarn Israel, en em dennaz er c’heriou kré.

21. Hag ann holl armé a zistrôaz étrézé Jozué é Maséda, é péléac’h édo neûzé ar c’hamp, hag hî iac’h hag enn hévelep niver égéd diagen̄t : ha dén na grédaz en em zével a-énep Israel.

22. Ha Jozué a c’hourc’hémennaz, ô lavarout : Digorit génou ar c’héô, ha digasit dira-z-oun ar pemp roué a zô kuzet enn-han̄.

23. Hé dûd a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô : hag é kaschon̄t dira-z-han̄ ar rouéed a oa er c’heô, roué Jéruzalem, roué Hébron, roué Jérimot, roué Lakis, roué Églom.

24. Ha pa oen̄t bét digaset d’ézhan̄, é c’halvaz holl oazed Israel, hag é lavaraz d’ar ré gen̄ta eûz ann armé a oa gan̄t-han̄ : It, ha likid hô troad war c’houzoug ar rouéed-zé. Pa hô dôé gréat kémen̄t-sé, ha pa oa hô zreid war chouzoug ar ré-man̄,

25. Jozué a lavaraz c’hoaz d’ézhô : N’hô pézet két a aoun, ha na spoun̄tit két : kalounékait ha bézit stard rag ével-sé é rai ann Aotrou é-kén̄ver hoc’h holl énébourien out péré é ren̄kot stourmi.

26. Ha goudé-zé Jozué a skôaz gan̄d ar rouéed-zé hag hô lékéaz da vervel, hag a lékéaz hô staga out pemp kroug : hag hî a choumaz krouget énô bétég ar pardaez.

27. Ha p’az éa ann héol da guza, é c’hourc’hémennaz d’ar ré a oa gan̄t-han̄ m’hô tiskenchen̄t eûz ar groug : ha pa oen̄t bét diskennet gan̄t-hô, hô zeûrel a réjon̄t er c’héô, é péhini é oan̄t bét kuzet, hag é lékéjon̄t enn hé c’hénou kerrek brâz a zô choumet énô bétég-henn.

28. Enn hévélep deiz Jozué a géméraz ivé Maséda, hag a zisman̄traz anézhi gan̄d ar c’hlézé. Lakaad a réaz da vervel hé roué, hag ar ré holl a choumé enn-hi ; ha na lézaz két enn-hi ann distéra dén. Ober a réaz da roué Maséda ével m’en dôa gréat da roué Jériko.

29. Éûz a Vaséda é tréménaz gan̄d Israel holl da Lebna, hag é stourmaz out-hi.

30. Hag ann Aotrou a lékéaz ar géar-zé gan̄d hé roué étré daouarn Israel. Laza a réjon̄t gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hi ha na lézchon̄t két enn-hi ann distéia dén. Ober a réjon̄t da roué Lebna, ével m’hô dôa gréat da roué Jériko.

31. Eûz a Lebna é tréménaz da Lakis gan̄d Israel holl : hag ô véza lékéad hé armé war-drô da géar, é stourmaz out-hi.

32. Hag ann Aotrou a lékéaz Lakis étré daouarn Israel, hag é kéméraz anézhi ann eil dervez ; hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hî, ével m’en dôa gréat é Lebna.

33. Enn hévéleb amzer Horam, roué Gazer, a gerzaz évit kennerza Lakis : Jozué hé drec’haz, hé lazaz, hag hé holl bobl gan̄t-han̄ bétég ann divéza.

34. Eûz a Lakis é tréménaz da Églon, hag é c’hrounnaz anézhi ;

35. Hag é stourmaz out-hi enn hévélep deiz : hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hî, ével m’en dôa gréat é Lakis.

36. Piña a réaz goudé gan̄d Israel holl eûz a Êglon da Hébron, hag é stourmaz out-hî ;

37. Hé c’hémérout a réaz, hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé hé roué, ha kémen̄d dén en em gavaz er gear-zé, hag er c’heriou all eûz ar vrô ; ha na lézaz két enn-hô ann distéra dén. Ével m’en dôa gréat é Églon, é réaz é Hébron ; é beg ar c’hlézé é lazaz kémen̄d dén a gavaz enn-hi.

38. Ac’hanô é tistrôaz étrézé Dabir :

39. Hé c’héméroud a réaz, hag é wastaz anézhi. Laza a réaz gan̄d ar c’hlézé hé roué, ha kémen̄d dén en em gavaz er géar-ze, hag er c’heriou all ; ha na lézaz ket enn-hô ann distéra dén. Ével m’en doa gréat é Hébron hag é Lebna, hag é kén̄ver hô rouéed, é réaz é Dabir, hag é-kén̄ver hé roué.

40. Jozué éta a wastaz ann holl vrô, kenn é tû ar ménésiou hag ar c’hrésteiz, kenn er gompézen, hag é Asédot, gan̄d hô rouéed. Na lézaz két enn-ho ann distéra dén : hogen laza a réaz kémen̄d en dôa buez, ével m’en dôa gourc’hémennet dézhan̄ ann Aotrou, Doué Israel,

41. Adalek Kadezbarné bété Gaza. Holl vrô Gosen bété Gabaon

42 A géméraz ivé enn eunn taol, hag hé gwastaz, gan̄d hé holl rouéed hag ho douarou ; rag ann Aotrou Doué a stourmaz évit-han̄.

43. Ha Jozué a zistrôaz gan̄d Israel holl da C’halgala é péléac’h édo hé gamp.


————


XI. PENNAD.


Jozué a laka ann tân é Ator hag é meûr a géar all.


1. Pa glevaz kémen̄t-sé Jabin, roué Asor, é kasaz étrézé Jobab, roué Madon, hag étrézé roué Seméron, hag étrézé roué Aksaf ;

2. Hag étrézé rouéed ann han̄ter-nôz, pere a choumé er ménésiou, hag er gompézen war-zû ar c’hrésteiz eûz a Généret, hag ivé er mésiou, hag é brô Dor a-héd ar môr :

3. Étrézég ar C’hananéed war-zû ar sâv-héol hag ar c’hûs-héol ; hag étrézég ann Amorréed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuzéed er ménésiou ; hag étrézég ann Hévéed, péré a choumé é traon̄ ménez Hermon, é douar Masfa.

4. Don̄d a réjon̄d holl er-méaz gan̄d hô brézélidi, péré a réa eul lôd brâz-meûrbéd a dûd, ével ann tréaz a zô war aot ar môr ; hag ivé eunn niver brâz a gézek hag a girri.

5. Hag ann holl rouéed-zé en em zastumaz war-zû doureier Mérom, évit stourmi a-éneb Israel.

6. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Jozué : N’az péz kéd a aoun ra-z-hô ; râk war-c’hoaz d’ann hévéleb heur hô likinn holl étré da zaouarn, évit béza trec’het dirâg Israel. Trouc’ha a rî nervennou divesker hô c’hézek, hag é tévi ho c’hirri.

7. Jozué a zeûaz éta enn-eunn-taol a-énep d’ézhô gan̄d hé holl armé, hag hî en em strin̄kaz war-n-ézhan ;

8. Hag ann Aotrou hô lékéaz étré daouarn bugalé Israel, péré a dréc’haz anézhô hag a iéaz war hô lerc’h bété Sidon ar vrâz, bété doureier Maséréfot, ha bété mésiou Masfa a zô war-zû ar sav-héol anézhi. Ével-se Jozué hô lazaz holl, hép ma choumaz ann distéra anézho.

9. Ober a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄ ; trouc’ha a réaz nervennou divesker hô c’hézek, hag é tévaz hô c’hirri.

10. Hag ô véza distrôet râk-tâl, é kéméraz Asor, hag é lazaz hé roué gan̄d ar c’hlézé. Rag Asor a oa bét a béb amzer ar gen̄ta hag ar penn-kéar eûz ann holl rouan̄télésiou-zé.

11. Laza a réaz ar re holl a choumé er géar-zé : gwasta a réaz holl, ha na lézaz két enn-hi ann distéra dén ; hag ar géar hé-unan a ziman̄traz gan̄d ann tân.

12. Kéméroud a réaz ivé hag é wastaz ann holl geriou trô-war-drô, hag é lazaz hô rouéed, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet dézhan̄ Moizez, servicher ann Aotrou.

13. Israel a zevaz ann holl geriou, néméd ar ré en em gavé war ar c’hrec’hiou ha war ann torgennou. Na oé devet eûz ar ré-man̄ néméd Asor, ô véza ma oa kré brâz.

14. Bugalé Israel a rannaz étré-z-hô ann holl breiz, ha loéned ar c’heriou-zé, goudé béza lazet ann holl dûd a oa enn-hô.

15. Ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez, hé zervicher, ével-sé é c’hourc’hémennaz ivé Moizez da Jozué ; hag hé-man̄ hô sévénaz holl ; na dréménaz dreist hini é-bêd eûz a c’hourc’hémennou ann Aotrou da Voizez.

16. Jozué a géméraz éta ann holl vrô eûz ar ménésiou hag eûz ar c’hrésteiz, douar Gosen, hag ar gompézen, hag ann douar a oa oud ar c’hûs-héol, ha menez Israel hag hé vésiou :

17. Ha lôd eûz ar ménez a zâv étrézé Séir bété Baalgad, a-héd kompézen al Liban, a-îz ménez Hermon. Kéméroud a réaz hô holl rouéed ; skei a réaz gan̄t-hô hag hô lazaz.

18. É-pâd eunn amzer hirr é stourmaz Jozué oud ar rouéed-zé.

19. Na oé kéar é-béd a gémen̄t en em rôaz da vugalé Israel, néméd ann Hévéed, péré a choumé é Gabaon : hag holl hô c’héméraz ô stourmi.

20. Rag ioul Doué é oa bét é teûjé hô c’halounou da galédi, é stourmchen̄t a-éneb Israel, é vijen̄t diskaret, na zellézchen̄t trugarez é-béd, hag é teûjen̄t-da-gét, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet da Voizez.

21. Enn amzer-zé é kerzaz Jozué oud al lan̄gouinéien, é lazaz anézhô, hag hô dispennaz er ménésiou, é Hébron, é Dabir, hag é Anab, hag é holl vénez Juda hag Israel ; hag é tiskaraz hô holl geriou.

22. Na lézaz hini é-béd eûz a wenn al lan̄gouineien é douar bugalé Israel, néméd é keriou Gaza, ha Get, hag Azot, é péré hép-kén é lézaz eûz anezhô.

23. Jozué a géméraz éta ar vrô holl, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou da Voizez ; hag é rôaz anézhi é kers da vugalé Israel, hervez hô lôdennou hag hô breûriézou : hag ar brézel a éhanaz er vrô.


————


XII. PENNAD.


Hanôiou ar rouéed a zô bét tréc’het gan̄t Jozué. (T).


1. Chétu aman̄ ar rouéed a zô bét tréc’hed gan̄d bugalé (T) Israel, hag a béré hô dôé ar vrô enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol, adalek froud Arnon bété ménez Hermon, hag holl zouar ar sâv-héol a zell oud ann distrô.

2. Sébon, roué ann Amorréed, péhini a choumé é Hesébon, hag a réné adaleg Aroer a zô diazézet war c’hlan̄ froud Arnon, hag adalek kreiz ann draon̄ien, hag ann han̄ter eûz a C’halaad, bété froud Jabok, a zô war harzou bugalé Ammon ;

3. Hag adaleg ann distrô bété môr Kénéret, war-zû ar sâv-héol, ha bété môr ann distrô, péhini eo ar môr sall-meûrbéd, war-zû douar ar sâv-héol, a-héd ann hen̄t a gâs da Velsimot ; hag adalek tû ar c’hrésteiz, a-îz da Asédot, bété Fasga.

4. Harzou Og, roué Basan, eûz ar ré a choumé eûz a douez (T) al lan̄gouinéien, ha péhini a choumé é Astarot hag é Édrai, en em astenné adalek ménez Hermon, hag adalek Saléc’ha, hag holl zouar Basan, bétég harzou

5. Gelluri, ha Mac’hati, hag ann han̄ter eûz a C’halaad, péré a oa harzou Séhon, roué Hesébon.

6. Moizez, servicher ann Aotrou, ha bugalé Israel a drec’haz anézhô ; ha Moizez a rôaz hô brô é kers d’ar Rubénied, d’ar C’hadied ha da han̄ter-vreûriez Manasé.

7. Chétu aman̄ ar rouéed a drec’haz Jozué ha bugalé lsrael er vrô enn tû all d’ar Jourdan, war-zû douar ar c’hûs-héol, adalek Baalgad é méaz al Liban, béteg ar ménez a zâv étrézé Seir. Ha Jozué a rôaz hô brô é kers da vreûriézou Israel, da bép-hini hé lôd,

8. Kerkoulz er ménésiou, hag er c’hompézennou, hag er mésiou. Ann Hétéed, hag ann Amorréed, ar C’hananéed hag ar Férézéed, ann Hévéed hag ar Jébuzéed a choumé é Asédot, hag enn distrô, ha war-zû ar c’hrésteiz.

9. Béz éz oa eur roué Jériko, eur roué Hai, a zô war-harz Bétel,

10. Eur roué Jéruzalem, eur roué Hébron,

11. Eur roué Jérimot, eur roué Lakiz,

12. Eur roué Héglon, eur roué Gazer,

13. Eur roué Dabir, eur roué Gader,

14. Eur roué Herma, eur roué Héred,

15. Eur roué Lebna, eur roué Odullam,

16. Eur roué Maséda, eur roué Bétel,

17. Eur roué Tafua, eur roué Ofer,

18. Eur roué Afek, eur roué Saron,

19. Eur roué Madon, eur roué Asor,

20. Eur roué Séméron, eur roué Aksaf,

21. Eur roué Ténak, eur roué Mageddo,

22. Eur roué Kadez, eur roué Jakanan eûz ar C’harmel,

23. Eur roué Dor, hag eûz a brovin̄s Dor, eur roué eûz a vrôadou Galgal,

2i. Eur roué Tersa : enn holl eur roué ha trégon̄t.


————


XIII. PENNAD.


Doué a c’hourchémenn da Jozué ôber al lôdennou eûz ar vrô kêméret.


1. Jozué a oa kôz, hag hir-hoalet, hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Koz oud hag hir-hoalet, hag é choum eur vrô vrâz-meûrbéd, ha né két c’hoaz lôdennet dré ar sort :

2. Da c’houzoud eo ann holl C’haliléa, brô ar Filistined, hag holl zouar Gésuri ;

3. Adalek ar ster dour téval, a zoura ann Éjipt, bétég harzou Akaron, étrézeg ann han̄ter-nôz : douar Kanaan, péhini a zô rannet étré ar pemp prin̄s eûz ar Filistined, hini Gaza, hini Azot, hini Askalon, hini Get, hag hini Akaron.

4. War-zû ar c’hrésteiz éma ann Hévéed, holl zouar Kanaan, ha Maara ar Sidonied, bétég Afek, ha bétég harzou ann Amorréed,

5. Hag ann douarou nés : hag ivé brô al Liban, war-zû ar sâv-héol, adalek Baalgad, a-îz ménez Hermon, bété m’az éeur é Émat,

6. Ar ré holl a choum war ar ménez, adaleg al Liban bété douréier Maséréfot, hag ann holl Zidonied. Mé eo hô bévézô eûz a zirâk bugalé Israel. Ra zeûi éta ar vrôiou-zé é lôden digwéz Israel ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’îd.

7. Ha bréma rann ann douar a dlé béza é kers ann naô breûriez, hag ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé ;

8. Gan̄t péhini Ruben ha Gad hô deûz bét ann douar en deûz rôet d’ézhô Moizez, servicher ann Aotrou, enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol ;

9. Adaleg Aroer, péhini a zô war c’hlân̄ froud Arnon, hag é-kreiz ann draon̄ien, hag holl vésiou Médaba, bété Dibon :

10. Hag holl geriou Séhon, roué ann Amorréed, péhini a réné é Hesébon, bétég harzou bugalé Ammon :

11. Ha Galaad, hag harzou Gésuri ha Mac’hati, hag holl vénez Hermon, hag holl Vasan, bété Saléka :

12. Holl rouan̄télez Og é Basan, péhini a réné é Astarot hag é Édrai, hag a oa eûz ar ré a choumé eûz a douez al lan̄gouinéien (T) : Moizez a drec’haz ar boblou-zé, hag hô c’hasaz-da-gét.

13. Ha na fellaz két da vugalé Israel kolla tûd Gésuri ha Mac’hati : hag hî a zô choumet é-kreiz Israel bété vréma.

14. Hôgen Moizez na rôaz kéd a zouar é kers da vreûriez Lévi ; rak sakrifisou ha viktimou ann Aotrou, Doué Israel, a zô hé digwéz, ével ma en deûz hé lavaret d’ézhan̄.

15. Moizez a rôaz éta douar é kers da vreûriez Ruben, hervez hé c’héren̄tiézou.

16. Hag hô harzou a oé adaleg Aroer a zô war c’hlân̄ froud Arnon, hag é-kreiz ann draon̄ien é péhini éma ar froud-zé ; hag ann holl gompézen a gâs da Védaba,

17. Ha da Hesébon, hag hô holl vourc’hiou, a zô er ménésiou ; ha Dibon, ha Bamot-baal, ha kéar-vrézel Baalmaon,

18. Ha Jasa, ha Kédimot, ha Méfaat,

19. Ha Kariataim, ha Sabama, ha Saratasar é ménez ann draon̄ien,

20. Ha Betfogor, hag Asédot, ha Fasga, ha Bétjésimot,

21. Hag holl geriou ar gompézen, hag holl rouan̄télésiou Séhon, roué ann Amorréed, a réné é Hesébon, a drec’haz Moizez gan̄d prin̄sed Madian, hag Hévi, ha Rékem, ha Sur, hag Hur, ha Rébé, péré a oa pennou brâz Séhon a choumé er vrô.

22. Bugalé Israel a lazaz ivé gan̄d ar c’hléze Balaam, mâb Béor ; ann diouganer, gan̄d ar ré all a oé lazet.

23. Hag harzou brô bugalé Ruben a oé ar ster Jourdan. Chétu kers mipien Ruben, hô c’heriou hag hô bourc’hiou hervez hô c’héren̄tiézou.

24. Moizez a rôaz ivé é kers da vreûriez Gad ha d’hé vugalé hervez hô c’héren̄tiézou, ann douar a béhini éma aman̄ ar rann ;

25. Harzou Jaser, hag holl geriou Galaad, hag ann han̄ter eûz a zouar bugalé Ammon, bétég Aroer, péhini a zô rag-énep da Rabba ;

26. Hag adaleg Hesébon bété Ramot, Masfé ha Bétonim ; hag adalek Manaim bétég harzou Dabir ;

27. Hag é traon̄ien Bétaran, ha Betnemra, ha Sokot, ha Safon, al lôden all eûz a rouan̄télez Séhon, roué Hesébon : harzou hé-man̄ eo ivé ar Jourdan, bétég ar penn pella eûz a vrô Kénéret, enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol.

28. Chétu kers bugalé Gad, hô c’heriou hag hô bourc’hiou, hervez hô c’héren̄tiézou.

29. Moizez a rôaz ivé é kers da han̄ter-vreûriez Manasé ha d’hé vugalé, hervez hô c’héren̄tiézou, ann douar

30. A béhini éma aman̄ ar penn : a Vanaim holl Vasan, hag holl rouan̄télésiou Og, roué Basan, hag holl vourc’hiou Jair, a zô é Basan, tri-ugen̄t kéar ;

31. Hag ann han̄ter eûz a C’halaad, hag eûz a Astarot, hag eûz a Édrai, keriou eûz a rouan̄télez Og é Basan : da vugalé Mac’hir, mâb Manasé, da lavaroud eo, d’ann han̄ter eûz a vugalé Mac’hir, hervez hô c’héren̄tiézou.

32. Moizez a rannaz ével-sé ann douar é kompézen Moab enn tû all d’ar Jourdan, rag-énep da Jériko, war-zû ar sâv-héol.

33. Hôgen na rôaz kéd a zouar é kers da vreûriez Levi : ô véza ma eo ann Aotrou, Doué Israel, hé-unan hé c’hers, hervez ma en deûz hé lavaret dézhan̄.


————


XIV. PENNAD.


Jozué a rô Hébron é kers da Galeb.


1. Chétu aman̄ pétrâ hô deûz bét enn hô c’hers bugalé (T) Israel é douar Kanaan, a zô bét rôet d’ézhô gan̄d Éléazar, ar bélek-brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar géren̄tiézou eûz a béb breûriez eûz a Israel :

2. Goudé bêza rannet pép trâ dré ar sort, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré zourn Moizez, étré ann naô breûriez hag ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé.

3. Rak Moizez en dôa rôet d’ann diou vreûriez all ha d’ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé douarou é kers enn tû all d’ar Jourdan, hép nivéri al Lévited, péré n’hô dôé két a zouar ével hô breûdeûr :

4. Hôgen mipien Jozef, Manasé hag Éfraim, rannet é diou vreûriez hô dôé digwez enn hô léac’h ; hag al Lévited n’hô dôé lôd all é béd é douar Kanaan, némét kériou évit choum enn-hô gan̄d hô faboursiou évit maga hô c’hézek hag hô saout.

5. Bugalé Israel a réaz ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez, hag é rannchon̄t ann douar.

6. Neûzé mipien Juda a zeûaz da gavout Jozué é Galgala ; ha Kaleb, mâb Jéfoné ar C’hénezéad, a gomzaz out-han̄ ével-henn : Té a oar pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou é Kadezbarné da Voizez, ann dén Doué, diwar va fenn ha diwar da hini.

7. Daou ugen̄t vloaz oann pa oenn kaset gan̄t Moizez, servicher ann Aotrou, eûz a Gadezbarné, évid anaoud ann douar ; ha mé a zisklériaz d’ézhan̄ ar péz a oa gwir war va ménôz.

8. Hôgen va breûdeûr péré a oa deûet gan-én̄ a zigalounékéaz ar bobl : ha koulskoudé éc’h heûḻiz ann Aotrou va Doué.

9. Ha Moizez enn deiz-zé a douaz, ô lavarout : Ann douar ma’z oud kerzet war-n-ézhan̄, a vézô é kers d’id, ha d’as pugalé da-vikenn, ô véza ma éc’h eûz heûliet ann Aotrou da Zoué.

10. Ann Aotrou en deûz va miret béô bétég-henn, ével m’en dôa hé wéstlet. Pemp ploaz ha daou-ugen̄t zô abaoé ma lavaraz ann Aotrou kémen̄t-sé da Voizez, pa gerzé Israel enn distrô : pemp ploaz ha pévar-ugen̄t ounn bréman̄ ;

11. Ha ker kré ounn ha ma oann enn amzer ma oenn kaset évid anaoud ar vrô : ann ners em bôa neûzé a zô choumet gan-én̄ bétég hiriô, hag évit brézélékaat, hag évit kerzout.

12. Rô d’in éta ar ménez-zé, en deûz gwéstlet ann Aotrou d’in, ével ma éc’h eûz hé glévet da-unan, war béhini éz eûz lan̄gouinéien ha keriou brâz ha kré, ma wélinn mar d-éma ann Aotrou gan-én̄, ha ma hellinn hô c’hâs-da-gét, ével ma en deûz hé wéstlet d’in.

13. Ha Jozué a vennigaz anézhan̄ ; hag é rôaz d’ézhan̄ Hébron e kers.

14. Hag abaoé neûzé Hébron a zô bét da Galeb, mâb Jéfoné ar C’hénézéad, bété vréma ; ô véza ma heûliaz ann Aotrou, Doué Israel.

15. Hébron a oa hanvet ken̄t Kariat-arbé, enn abek da eunn dén brâz-meûrbéd é-touez al lan̄gouineien a zô bét bésiet énô. Hag ar brézel a éhanaz neûze er vrô.


————


XV. PENNAD.


Douar ha keriou breûriez Juda.


1. Chétu al lôden a rôaz ar sort da vugalé Juda, hervez hô c’héren̄tiézou : adaleg harzou Édom, distrô Sin, war-zû ar c’hrésteiz, bétég ar penn pella eûz a zouar ar c’hrésteiz.

2. Déraoui a ra er penn uc’héla eûz ar môr sall brâz, hag er môr bihan ha striz a zell oud ar c’hrésteiz.

3. En em astenna a ra out ménez ar grûg, hag é trémen é Sina : piña a ra étrézé Kadezbarné, hag é teû da Esron, ô piña étrézég Addar, hag ô trei war-zû Garkaa ;

4. Hag ô tréménout ac’hanô béteg Arsémona, hag ô ton̄t da froud ann Éjipt, hé benn pella a skô war ar môr brâz. Énô éma hé harzou war-zû douar ar c’hrésteiz.

5. War-zû ar sâv-héol é skô war ar môr sall-brâz, bétég ar penn pella eûz ar Jourdan ; ha war-zû ann han̄ter-nôz, adaleg ar bék-môr bétég ann hévélep ster Jourdan.

6. Hé harzou a biñ da Vet-hagla, hag a drémen eûz ann han̄ter-nôz da Vet-araba ; hag é piñ da véan Boen, mâb Ruben :

7. Hag oc’h en em astenna bétég harzou Débéra é traon̄ien Akor, war-zû ann han̄ter-nôz, é sell out Galgala, péhini a zô râg-énep da dorgen Adommim, war-zû ar c’hresteiz eûz ar froud : treûzi a ra ann douréier a c’halveur feun̄teun ann héol, hag hé benn pella a skô war feun̄teun Rogel.

8. Piña a ra dré draon̄ien mâb Ennom, war-zû ar c’hrésteiz eûz a vrô ar Jébuzéed, péléac’h éma Jéruzalem : hag ac’hanô é sâv bété lein ar ménez a zô râg-énep da C’héennom, war-zû ar c’hûs-héol, er penn uc’héla eûz a draon̄ien Rafaim râg-énep d’ann han̄ter nôz ;

9. Hag é trémen adalek lein ar ménez bété feun̄teun Neftoa, hag en em astenn bété bourc’hiou ménez Éfron : ha neûzé é tiskenn étrézé Baala, péhini eo Kariatiarim. da lavaroud eo, kéar ar c’hoajou ;

10. Hag eûz a Vaala é trô war-zû ar c’hûs-héol, bété ménez Seir ; hag é trémen léz ménez Jarim, war-zû ann han̄ter-nôz, étrézé Keslon ; hag é tiskenn étrézé Bétsamez ; hag é trémen dré Damna ;

11. Hag é teû râg-énep d’ann han̄ter-nôz a dû da Akaron ; é tiskenn étrézé Sékrona ; é trémen dré vénez Baala, en em astenn bété Jebnéel, hag hé benn pella a skô war ar môr brâz, war-zû ar c’hûs-héol.

12. Ar ré-zé eo harzou bugalé Juda trô-war-drô, hervez hô c’héren̄tiézou.

13. Hôgen Jozué a rôaz da Galeb, mâb Jéfoné, évid hé lôden é kreiz bugalé Juda, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄, Kariat-Arbé, kéar tâd Énak, péhini eo Hébron.

14. Ha Kaleb a zispennaz eûz ar géar-zé ann tri mâb Énak, Sézai, hag Ahiman, ha Tolurai eûz a wenn Énak.

15. Hag ô piña ac’hanô é kerzaz étrezé tûd Dabir, péhini a oa hanvet ken̄t Kariat-Séfer, da lavaroud eo, kéar ann deskadurez.

16. Ha Kaleb a lavaraz : Néb a stourmô hag a gémérô Kariat-Séfer, é rôinn d’ézhan̄ da c’hrég va merc’h Aksa.

17. Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb, hé c’héméraz, hag hén̄ a rôaz d’ézhan̄ da c’hrég hé verc’h Aksa.

18. Ha pa gerzen̄t kévret, hou-man̄ a oé aliet gan̄d hé ozac’h da c’houlenni eur park digan̄d hé zâd. Hag Aksa ô véza piñet war eunn azen, a huanadé. Ha Kaleb a lavaraz d’ézhi : Pétrâ éc’h eûz-té ?

19. Hag hî a lavaraz : Rô da vennoz d’in ; rôed éc’h eûz d’in eunn douar trôet oud ar c’hrésteiz, hag hén̄ séac’h-brâz ; rô eunn all gan̄t-han̄ hag a vézô dour enn-han̄. Kaleb éta a rôaz d’ézhi eunn douar hag a oa dour enn-han̄ eûz ann néac’h d’ann traon̄. (T).

20. Chétu digwéz breûriez bugalé Juda hervez hô c’héren̄tiézou.

21. Étrézég ar penn pella eûz a zouar bugalé Juda, a-héd harzou Édom, war-zû ar c’hrésteiz, édo ar c’heriou-man̄ : Kabséel, hag Éder, ha Jagur,

22. Ha Kina, ha Dimona, hag Adada,

23. Ha Kadez, hag Asor, ha Jetnam,

24. Ha Zif, ha Télem, ha Balot,

25. Hag Asor névez, ha Kariet, hag Hesron, péhini eo Asor,

26. Hag Amam, ha Sama, ha Molada,

27. Hag Asergadda, hag Hallémon, ha Bétfétet,

28. Hag Hasersual, ha Bersabéé, ha Baziotia,

29. Ha Baala, hag Iim, hag Ézera,

30. Hag Eltolad, ha Kézil, hag Harma,

31. Ha Siséleg, ha Médéména, ha Sensenna.

32. Ha Lébaot, ha Sélim, hag Aen, ha Remmon, a ra holl naô c’héar war-n-ugen̄t, hag hô bourc’hiou.

33. Hag er gompézen : Estaol, ha Saréa, hag Asena,

34. Ha Zanoé, hag Aengannim, ha Tafua, hag Énaim,

35. Ha Jérimot, hag Adallam, ha Soko, hag Azéka,

36. Ha Saraim, hag Aditaim, ha Gédéra, ha Gédérotaim ; pevarzék kéar hag hô bourc’hiou.

37. Sanan, hag Hadassa, ha Magdalgad,

38. Ha Déléan, ha Maséfa, ha Jektel,

39. Ha Lakis, ha Baskat, hag Églon,

40. Ha Hebson, ha Léhéman, ha Ketlis,

41. Ha Gidérot, ha Bétdagon, ha Naama, ha Maséda ; c’houézék kéar hag hô bourc’hiou.

42. Labana, hag Éter, hag Asan,

43. Ha Jefta, hag Éna, ha Nésib,

44. Ha Keila, hag Akzib, ha Marésa ; naô c’héar hag hô bourc’hiou.

45. Akaron gan̄d hé bourc’hiou hag hé zréfiou.

46. Adaleg Akaron bétég ar môr, ann holl vrô étrézé Azot hag hé bourc’hiou.

47. Azot gan̄d hé bourc’hiou hag hé zréfiou ; Gaza gan̄d hé bourc’hiou hag hé zréfiou, bété froud ann Éjipt ; hag ar môr brâz eo hé harzou.

48. Hag er ménésiou : Samir, ha Jéter, ha Soket,

49. Ha Danna, ha Kariatsenna péhini eo Dabir,

50. Hag Anab, hag Istémo, hag Anim,

51. Ha Gosen, hag Olon, ha Gilo ; unnek kéar hag hô bourc’hiou.

52. Arab, ha Ruma, hag Ésaan,

53. Ha Janum, ha Bét-Tafua, hag Aféka,

54. Hag Atmata, ha Kariat-Arbé, péhini eo Hébron, ha Sior ; naô c’héar hag hô bourc’hiou.

55. Maon, ha Karmel, ha Zif, ha Jota,

56. Ha Jezrael, ha Jukalam, ha Zanoé,

57. Hag Akain, ha Gabaa, ha Tamna ; dék kéar hag hô bourc’hiou.

58. Halhul, ha Betsur, ha Gédor,

59. Ha Maret, ha Bétanot, hag Eltékon ; c’houéac’h kéar hag hô bourc’hiou.

60. Kariat-Baal, péhini eo Kariat-larim kéar ar c’hoajou, hag Arebba ; diou géar hag hô bourc’hiou.

61. Enn distrô : Bétaraba, ha Meddin, ha Sac’hac’ha,

62. Ha Nebsan, ha kear ar c’hoalen, hag Enagaddi ; c’houéac’h kéar hag hô bourc’hiou.

63. Hôgen mipien Juda na helchon̄t két dispenna ar Jébuzéed péré a choumé é Jéruzalem ; hag ar Jébuzéed a zô choumet é Jéruzalem gan̄t mipien Juda bétég-henn.


————


XVI. PENNAD.


Lôden Éfraim.


1. Al lôden a zigwézaz dré ar sort da vugalé Jozef, a oe ar vrô adaleg ar Jourdan râg-énep da Jériko ha da zouréier ar ster-zé, war-zû ar sâv-héol : ann distrô a biñ eûz a Jériko da vénez Bétel.

2. Hag éz â eûz a Vétel da Luza ; hag é trémen a-héd harzou Arki étrézé Atarot.

3. Hag é tiskenn war-zû ar c’hûs-héol étrézég harzou Jéflet ha bétég harzou Bethoron ann izéla, ha bété Gazer ; hag hé vrô a zô bévennet gan̄t ar môr brâz :

4. Chétu pétrâ hô deûz bét bugalé Jozef, Manasé hag Éfraim.

5. Hag harzou bugalé Éfraim a oé lékéat ével-henn hervez hô c’heren̄tiézou : hô digwéz war-zû ar sâv-héol a oé eûz a Atarotaddar bété Béthoron ann uc’héla ;

6. Hag ar penn pella anézhan̄ a oé oud ar môr. Mac’hmétat a zell oud ann han̄ter-nôz, hag a drô war zû ar sâv-héol étrézé Tanatsélô ; hag é trémen eûz ar sâv-héol bété Janoé ;

7. Hag é tiskenn eûz a Janoé bétég Atarot ha Naarata ; é teû da Jériko, hag hé benn pella a zô oud ar Jourdan.

8. Eûz a Dafua é trémen a-héd ar môr bété traon̄ien ar raoz, hag é kémer hé zivez oud ar môr sall-brâz. Chétu digwéz breûriez bugalé Éfraim hervez hô c’héren̄tiézou.

9. Eûz a greiz digwéz bugalé Manasé é oé rannet keriou hag hô bourc’hiou évid hô rei da vugalé Éfraim.

1O. Bugalé Éfraim na lazchon̄t két ar C’hananéed a choumé é Gazer, hag ar C’hananéed a zô choumet bété vréma é-kreiz bugalé Éfraim, ô paéa gwiriou d’ézhô.


————


XVII. PENNAD.


Lôden Manasé.


1. Chétu al lôden a zigwézaz dré ar sort da vreûriez Manasé (râg hén̄ a oa mâp-héna Jozef) : da Vac’hir, mâp-héna Manasé, ha tâd Galaad, péhini a oé den-a-vrézel, hag en dôé enn hé gers brô C’halaad ha Basan :

2. Ha da vugalé all Manasé hervez hô chéren̄tiézou, da vugalé Abiézer, ha da vugalé Hélek, ha da vugalé Esriel, ha da vugalé Séc’héna, ha da vugalé Héfer, ha da vugalé Sémida. Ar ré-zé eo mipien Manasé, mâb Jozef, ar baotred anézhô, hervez hô c’héren̄tiézou.

3. Hôgen Salfaad, mâb Héfer, mâb Galaad, mâb Mac’hir, mâb Manasé, n’en dôa két bét a baotred, hôgen merc’hed hép ken ; ha chétu aman̄ hô hanoiou : Maala, ha Noa, hag Hégla, ha Melc’ha, ha Tersa.

4. Hag hî a zeûaz dirâg Éléazar ar Bélek-brâz ha dirâk Jozué, mâb Nun, ha dirâk prin̄sed ar bobl, ô lavarout : Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet dré zourn Moizez pénaoz é vijé rôet d’é-omp douar é kers é-kreiz hor breûdeûr. Ha Jozué a rôaz d’ézhô douar é kers é-kreiz breûdeûr hô zâd, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

5. Dek kordennad zouar a zigwézaz éta da Vanasé, hép nivéri douar Galaad ha Basan enn tû all d’az Jourdan.

6. Râk merc’hed Manasé hô dôé douar évid hô digwez é-kreiz bugalé Manasé. Hôgen douar Galaad a zigwézaz dré ar sort da vugalé all Manasé.

7. Harzou Manasé adaleg Aser, a oé Mac’hmétat péhini a zell out Sichem : hag en em lédé war ann tû déhou a-héd ar ré a choumé é-tâl feun̄teun Tafua.

8. Râk douar Tafua a oa digwézet dré ar sort da Vanasé ; hôgen kéar Tafua péhini a zô é harzou Manasé, a oé rôet da vugalé Éfraim.

9. Ann harzou-zé a ziskenne da draon̄ien ar raoz war-zû ar c’hrésteiz eûz a froud keriou Éfraim, péré a zô é-kreiz keriou Manasé. Harzou Manasé a zô adaleg han̄ter-nôz ar froud, hag hô fenn pella a skô oud ar môr :

10. Enn hévélep doaré ma éma trâ Éfraim é tû ar c’hrésteiz, ha trâ Manasé é tû ann han̄ter-nôz, ha ma in̄t bévennet ann eil hag égilé oud ar môr, ha ma en em unanon̄t gan̄t breûriez Aser war-zû ann han̄ter-nôz, ha gan̄t breûriez Isakar war-zû ar sâv-héol.

11. Manasé en dôé évid digwez é breûriez Isakar hag Asor, Bétsan hag hé bourc’hiou, ha Jéblaam gan̄d hé bourc’hiou, ha tûd Dor gan̄d hô c’heriou, ha tûd Endor gan̄d hô bourc’hiou ; hag ivé tûd Ténak gan̄d hô bourc’hiou, ha tûd Megeddo gan̄d hô bourc’hiou, hag ann drédé rann eûz a géar Nofet.

12. Mipien Manasé na helchon̄t két diskara ar c’heriou-zé ; hôgen ar C’hananéed a zéraouaz choum er vrô-zé gan̄t-hô.

13. Hôgen pa zeûaz bugalé Israel d’én em grévaat, é lékéjon̄t ar C’hananéed da bléga dindân-hô, ha da baéa gwiriou d’ézhô, hôgen na lazchon̄t két anézhô.

14. Ha bugalé Jozef a gomzaz out Jozué, ô lavarout : Pérâk n’éc’h eûz-té rôet d’in néméd douar eur gordennad évit lôden, pa eo gwîr pénaoz ounn eur bobl kér paot, ha ma en deûz ann Aotrou va benniget ?

15. Ha Jozué a lavaraz d’ézhô : Mar d-oud eur bobl ker paot, piñ d’ar c’hoat, ha trouc’h eul léac’h d’id é brô ar Férézéed hag ar Rafaimed ; pa eo ré striz d’id douar ménez Éfraim.

16. Ha bugalé Jozef a lavaraz d’ézhan̄ : Na hellimp két piña da vrô ar ménésiou, ô véza ma hô deûz ar C’hananéed, péré a choum er gompézen é péléach éma Betsan gan̄d hé bourc’hiou, ha Jezrael a zô é-kreiz ann draon̄ien, ma hô deûz kirri houarnet.

17. Ha Jozué a lavaraz da di Jozef, Éfraim ha Manasé : Eur bobl stan̄k oud, ha kré-meûrbéd ; n’az pézô két eul lôden hep-kén ;

18. Hôgen tréménoud a rî war ar ménez, hag é trouc’hî, hag é skarzi d’id eul léac’h évit choum : hag é helli mon̄t c’hoaz pelloc’h, p’az pézô kaset-da-gét ar C’hananéed, péré, war da lavar, hô deûz kirri houarnet, hag a zô kré-meûrbed.


————


XVIII. PENNAD.


Lôden Ben̄jamin.


1. Holl vugalé Israel en em zastumaz é Silo, hag a zavaz énô tabernakl ann desténi. Hag ar vrô a blégé dindân-hô.

2. Hôgen choumet é oa seiz breûriez eûz a vugalé Israel, péré na oa ket c’hoaz en em lékéat é kers eûz hô digwéz.

3. Ha Jozué a lavaraz d’ézhô : Bété pégeit é morzot-hu el lézirégez, ha n’en em lékéot két é kers eûz ann douar en deûz ann Aotrou, Doué hô tadou, rôet d’é-hoc’h ?

4. Dilennit tri zén eûz a béb breûriez, évit ma hô c’hasinn ; ma kerzin̄t, ma rain̄t ann drô eûz an douar-zé, ha ma rain̄t ann danével anézhan̄ hervez ann niver eûz a bép-hini eûz ar breûriézou ; ha ma digasin̄t d’in ann danével hô dévézô gréat.

5. Rannit étré-z-hoc’h ann douar é seiz lôden : ra choumô Juda enn hé harzou é tû ar c’hrésteiz, ha tî Jozef é tû ann han̄ter-nôz :

6. Rannit ann douar a zô enn hô c’hreiz é seiz lôden, ha deûit d’am c’havout aman̄, évit ma taolinn aman̄ ar sort évid-hoc’h dirâg ann Aotrou hô Toué.

7. O véza n’eûz két enn hô touez a lôden évid al Lévited, hogen ma eo bélégiez ann Aotrou hô digwéz. Hôgen Gâd ha Ruben, hag han̄ter vreûriez Manasé hô doa bét a-neûzé hô douarou é kers enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar sâv héol, en dôa rôet d’ézhô Moizez, servicher ann Aotrou.

8. Ha pa oa savet ann dûd-zé, évit mon̄d da wélout ar vrô, Jozué a c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Grîd ann drô eûz ar vrô ha danévellit-hén̄, ha distrôit d’am c’havout, évit ma taolinn aman̄, é Silo, ar sort évid-hoc’h dirâg ann Aotrou.

9. Râk-sé en em lékéjon̄t enn hen̄t : hag ô véza évéséet mâd oud ann douar, é rannchon̄t anézhan̄ é seiz lôden, a skrivchon̄t enn eul levr : hag é tistrôchon̄t da gavout Jozué é kamp Silo.

10. Hé-man̄ a daolaz ar sort dirâg ann Aotrou é Silo, hag é rannaz ann douar é seiz lôden évit bugalé Israel.

11. Hag ar gen̄ta lôden a zigwézaz da vugalé Ben̄jamin hervez hô c’héren̄tiézou ; hag hî hô dôé enn hô c’hers ann douar étré bugalé Juda ha bugalé Jozef.

12. Hô harzou a oé dirâg ann han̄ter-nôz oud ar Jourdan : hag é teûon̄t war-zû ann han̄ter-nôz eûz a Jériko ; hag ac’hanô é piñon̄t war ar ménésiou war-zû ar c’hûs-héol, hag é teûon̄t bétê distrô Betaven ;

13. Hag ô tréménout a-héd Luza, péhini eo Bétel, war-zû ar c’hrésteiz, é tiskennon̄t da Atarot-Addar, étrézég ar ménez a zô oud ar c’hresteiz eûz a Vet-horon ann izéla :

14. Hag éz éon̄t war-zinaou hag enn eur drei étrézég ar môr, war-zû ar c’hresteiz eûz ar ménez a zell out Bet-horon étrézég ar c’hresteiz : hag hô fenn pella a skô war Kariat Baal, a c’halveur ivé Kariat-Jarim, kéar eûz a vugalé Juda : hennez eo hô douar étrézég ar môr war-zû ar c’hûs-héol.

15. Hôgen war-zû ar c’hrésteiz, hô harzou en em astenn adalek Kariat-Iarim, étrézég ar môr, hag a zeû bété feun̄teun doureier Neftoa.

16. Hag e tiskennon̄t béteg eul léac’h eûz ar ménez a zell out traon̄ien bugalé Ennon hag a zô étrézé douarou ann han̄ter-nôz er penn pella eûz a draon̄ien al lan̄gouineien ; hag é tiskennon̄t da C’héennom, (da lavaroud eo, traon̄ien Ennnon), étrêzé ar Jébuzéed war-zû ar c’hresteiz ; hag é teûon̄t bété feun̄teun Rogel :

17. O tréménout étrézég ann han̄ter-nôz, é teûon̄t béteg Ensémez, da lavaroud eo, feun̄teun ann héol ;

18. Hag é tréménon̄t bétég ann torgennou a zô râg-énep da gréac’h Adommim : hag é tiskennon̄t étrézég Abenboen, da lavaroud eo, méan Boen, mâb Rubenn ; hag é tréménon̄t é tû ann han̄ter-nôz étrezég ar ménésiou, hag é tisktennon̄t er gompézen.

19. Hag éz eon̄t war zû ann han̄ter-nôz enn tû all da Vet-hagla : hag é kéméron̄t hô divez out aot ar môr sall brâz, é penn pella ar Jourdan war-zû douar ar c’hrésteiz,

20. Péhini a zô ann divez anézhô war zû ar sâv-héol. Hounnez eo lôden bugalé Ben̄jamin hervez hô harzou trô-war-drô, hag hervez hô c’héren̄tiézou.

21. Hag hô c’heriou a oé Jériko, ha Bét-hagla, ha traon̄ien Kasis,

22. Ha Bet-Araba, ha Samaraim, ha Bétel,

23. Hag Avim, hag Afara, hag Oféra,

2ï. Ha bourc’h Émona, hag Ofni, ha Gabéé : daouzek kéar hag hô bourc’hiou ;

25. Ha Gabaon, ha Rama ha Bérot,

26. Ha Mesfé, ha Kafara, hag Amosa,

27. Ha Résem, ha Jaréfel, ha Taréla,

28. Ha Séla, hag Élef, ha Jébus, péhini eo Jéruzalem, ha Gabaat, ha Kariat ; pévarzek kéar hag hô bourcֺ’hiou. Houn-nez eo lôden bugalé Ben̄jamin hervez hô c’héren̄tiézou.


————


XIX. PENNAD.


Lôden Siméon, Zabulon, Isakar, Aser, Neftali, Dan ha Jozué.


1. Hag ann eil lôden a zigwézaz da vugalé Siméon, hervez hô c’héren̄tiézou ; hag hô digwéz

2. A oé é-kreiz douarou bugalé Juda : Bersabéé, ha Sabéé, ha Molada,

3. Hag Hasersual, ha Bala, hag Asem,

4. Hag Heltolad, ha Bétul, hag Harma,

5. Ha Siséleg, ha Betmarc’habot, hag Hasersuza,

6. Ha Betlébaot, ha Sarohen : trizék kéar hag hô bourc’hiou.

7. Ain, ha Remmon, hag Atar, hag Asan : péder c’héar hag hô bourc’hiou.

8. Ann holl vourc’hiou trô-war-drô d’ar c’heriou-zé bété Baalat, ha Béer, ha Ramat, râg-énep da zouarou ar c’hrésteiz. Houn-nez eo digwéz bugalé Siméon hervez hô c’héren̄tiézou,

9. É douarou hag é kordennadou bugalé Juda, ô véza ma eo brasoc’h hô c’hers. RAk-sé eo hô dôé bugalé Siméon hô lôden é-kreiz hô digwéz.

10. Hag ann drédé lôden a zigwézaz da vugalé Zabulon hervez hô c’héren̄tiézou : hag ar penn pella eûz hô douarou a iéa bété Sarid.

11. Hag é piñon̄t eûz ar môr hag eûz a Vérala, hag é teûon̄t da Zebbazet, béteg ar froud a zô out Jékonam.

12. Hag é tistrôon̄t eûz a Zared war-zû ar sâv-héol é harzou Késélettabor ; hag éz éon̄t étrézé Dabéret, hag é piñon̄t rag-énep da Jafié.

13. Hag ac’hanô é tréménon̄t bétég ann douarou eûz ar sâv-héol eûz a C’het-héfer, hag eûz a Dakasin ; hag éz éon̄t étrézé Remmon, Amtar ha Noa.

14. Hag é trôon̄t war-zû ann han̄ter-nôz eûz a Hanaton : hag éz éont é traon̄ien Jeftahel,

15. Ha da Gated, ha da Naalol, ha da Séméron, ha da Jédala, ha da Vetléhem : daouzék kéar hag hô bourc’hiou.

16. Houn-nez eo digwéz breûriez Zabulon hervez hô c’heren̄tiézou, hô c’heriou hag hô bourc’hiou.

17. Ar bevaré lôden a zigwézaz da Isakar hervez hé géren̄tiézou ;

18. Hag hé zigwéz a oé Jezrael, ha Kasalot, ha Sunem,

19. Hag Hafaraim, ha Séon, hag Anaharat,

20. Ha Rabbot, ha Sesion, hag Abez,

21. Ha Ramet, hag Engannim, hag Enhadda, ha Betfesez.

22. Hag hé harzou a zeûé bété Tabor, ha Séhésima, ha Betsamez, hag hé benn pella a skôé war ar Jourdan : c’houézek kéar hag hô bourc’hiou.

23. Houn-nez eo digwéz bugalé Isakar hervez hô c’héren̄tiézou, hô c’heriou hag hô bourc’hiou.

24. Hag ar bempved lôden a zigwézaz da vreûriez bugalê Aser hervez hô c’héren̄tiezou ;

25. Hag hô harzou a oé Halkat, ha Chali, ha Béten, hag Aksaf,

26. Hag Elmélec’h, hag Amaad, ha Mésal : hag éz éjon̄t béte Karmel ar môr, ha Sihor, ha Labanat.

27. Hag é tistrôon̄t oud ar sâv-héol eûz a Vetdagon ; hag é tréménon̄t bété Zabulon ha traon̄ien Jeftael, war-zû ann han̄ter-nôz, ha bété Bélémek ha Néhiel : hag ez éon̄t war ann dourn kleiz étrézé Kabul,

28. Hag Abran, ha Rohob, hag Hamon, ha Kana, bété Sidon ar brâz ;

29. Hag é tistrôon̄t étrézég Horma bété Tîr, ar géar kré-brâz, ha bétég Hosa : hag é kéméron̄t hô divez oud ar môr, é kordennad Ac’hziba ;

30. Hag Amma, hag Afek, ha Rohab : diou géar warn-ugen̄t hag hô bourc’hiou.

31. Houn-nez eo digwéz bugalé Aser hervez hô c’héren̄tiézou, hô c’heriou hag hô bourc’hiou.

32. Ar c’houec’hved lôden a zigwézaz da vugalé Neftali, hervez hô c’héren̄tiézou.

33. Hag hô harzou a zéraou é Hétef hag Élon é Saananim, hag Adami, a zô ivé Néseb, ha Jebnael bété Lékom ; hag é kéméron̄t hô divez oud ar Jourdan :

34. Hag é tistrôon̄t war-zû ar c’hûs-héol, étrézég Azanottabor ; hag ac’hanô éz éon̄t étrézég Hukuka, hag é tréménon̄t é Zabulon, râg-énep d’ar c’hrésteiz, hag é Aser, râg-énep d’ar c’hûs-héol, hag é Juda oud ar Jourdan, râg-énep d’ar sâv-héol ;

35. Keriou kré-brâz, Assédim, ha Ser, hag Émat, ha Rekkat, ha Séneret,

36. Hag Édema, hag Arama, hag Asor,

37. Ha Sédez, hag Édrai, hag Enhasor,

38. Ha Jéron, ha Magdalel, hag Horem, ha Bétanat, ha Betsamez : naon̄ték kéar hag hô bourc’hiou.

39. Houn-nez eo digwéz breûriez bugalé Neftali hervez hô c’héren̄tiézou, hô c’heriou hag hô bourc’hiou.

40. Ar seizved lôden a zigwézaz da vreûriez bugalé Dan hervez hô c’héren̄tiézou.

41. Hag hé harzou a oe Saraa, hag Estael, hag Hirsémez, da lavaroud eo, kéar ann héol ;

42. Ha Sélébin, hag Ajalon, ha Jétéla,

43. Hag Élon, ha Temna, hag Akron,

44. Hag Eltésé, ha Gebbéton, ha Balaat,

45. Ha Jud, ha Bané, ha Barac’h, ha Gétremmon,

46. Ha Méjarkon, hag Arékon, gan̄d hé harzou a zell out Joppé ;

47. Hag énô éma hô fenn pella. Hôgen bugalé Dan a biñaz hag a stourmaz out kéar Lésem, hag a géméraz anézhi. Hag é lazchon̄t gan̄d ar c’hlezé ar ré a oa enn-hi ; hag é perc’henchon̄t anézhi, hag é choumchon̄t enn-hî, ô c’hervel anézhi Lésem-Dan, eûz a hanô Dan, hô zâd.

48. Houn-nez eo digwéz breûriez bugale Dan hervez hô c’héren̄tiezou, hô c’heriou hag hô bourc’hiou.

49. Ha goude m’en dôé Jozué peûr-rannet ann douar dré ar sort étré ann holl vreûriézou, bugalé Israel a rôaz da Jozué, mâb Nun, évid digwéz enn hô c’hreiz,

50. Hervez gourc’hémenn ann Aotrou, ar géar a c’houlennaz, eo Tamnat-Saraa war vénez Éfraim : hag hén̄ a zavaz énô eur géar, hag a choumaz enn-hi.

51. Ar ré-zé eo ann digwésiou a rannaz dré ar sort Éléazar ar Bélek-braz ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed kéren̄tiézou ha breûriézou bugalé Israel, é Silo, dirâg ann Aotrou, é-tâl dôr tabernakl ann desténi : hag hî a rannaz ann douar.


————


XX. PENNAD.


Keriou ménéc’hi.


1. Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Jozué, ô lavarout : Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô :

2. Rannit keriou ann dec’herien, a béré em eûz komzet d’é-hoc’h dré c’henou Moizez,

3. Évit ma tec’hô enn-hô néb en dévézô lazet eunn dén hép gouzout d’ézhan̄ (T), ha ma hellô pellaat diouc’h buanégez ar c’hâr nésa péhini eo ven̄jer ar goâd.

4. Ha pa vézô tec’het enn unan eûz ar c’heriou-zé, en em lakai é tâl dôr kéar, hag é lavarô da hénaoured ar géar-zé kémen̄d a hellô rei da anaout éz eo dinam (T) : hag ével-sé é tigémérin̄t anézhan̄, hag é rôin̄t d’ézhan̄ eul léac’h évit choum.

5. Ha mar teû ven̄jer ar goâd war hé lerc’h, na likiin̄t két an̄ézhan̄ étré hé zaouarn ; ô veza ma en deûz lazet hé nésa hép gouzout d’ézhan̄ (T), ha né két anat é vé bét énébour d’ézhan̄ daou pé tri dervez ken̄t.

6. Hag hen̄ a choumô er géar-zé, kén na vézô en em ziskouézet dirâg ar varnerien, ha ma en dévézô disklériet ann abeg eûz hé ôber, ha kén na vézô marô ar Bélek-brâz a oa enn amzer-zé. Neûzé al lazer a zistrôi hag a iélô enn hé géar hag enn hé dî, a béléac’h é oa tec’het.

7. Hag hî a verkaz Sédez war vénez Neftali e Galiléa, ha Sichem war vénez Éfraim ; ha Kariatarbé, a zô ivé Hébron, war vénez Juda.

8. Hag enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol eûz a Jériko, e verkchon̄t Bosor, a zô é kompézen ann distrô, eûz a vreûriez Ruben, ha Ramot é Galaad, eûz a vreûriez Gad, ha Gaulon é Basan, eûz a vreûriez Manasé,

9. Ar c’hériou-zé a oé lékéat évid holl vugalé Israel, hag évid ann diavésidi a choumé enn hô zouez : évit ma tec’hehé enn-hô néb en divijé lazet eunn dén hép gouzout d’ezhan̄, hag évit na vijé ket lazet-hen̄ gan̄d dourn ar c’hâr-nés a felfe d’ézhan̄ ven̄ji ar goad skuḻet, kén na helché sével dirâg ar bobl évit en em zidamallout eûz hé dorfed.


————


XXI. PENNAD.


Al Lévited a c’houlenn keriou évit-hô.


1. Neûzé prin̄sed kéren̄tiézou Lévi a zeûaz da gavout Éléazar, ar Bélek-brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar c’héren̄tiézou eûz a beb breûriez eûz a vugalé Israel,

2 Hag é komzchon̄t out-hô é Silo, é brô Kanaan, hag é léverchon̄t d’ézhô : Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet dré c’hénou Moizez, é vijé rôet d’é-omp kériou évit choum enn-hô, hag hô faboursiou évit maga hol loéned.

3. Ha bugalé Israel a rôaz eûz hô digwêsiou, hervez gourc’hémenn ann Aotrou, keriou hag hô faboursiou.

4. Hag ar sort ô véza bét taolet évit kéren̄tiez Kaat, trizek kéar eûz a vreûriezou Juda, ha Siméon, ha Ben̄jamin a zigwézaz da vugalé Aaron ;

5. Ha da vugalé all Kaat, da lavaroud éo, d’al Lévited all, dék kéar eûz a vreûriézou Éfraim ha Dan, hag han̄ter-vreûriez Manasé.

6. Hag ar sort ô véza bét taolet évit bugalé Gerson, é tigwézaz d’ézhô trizék kéar eûz a vreûriézou Isakar, hag Aser, ha Neftali, hag ann han̄ter-vreûriez eûz a Vanasé é Basan.

7. Ha da vugalé Mérari hervez hô c’héren̄tiézou, daouzek kéar eûz a vreûriézou Ruben, ha Gad, ha Zabulon.

8. Bugalé Israel a rôaz d’al Lévited ar c’hériou-zé hag hô faboursiou, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré c’hénou Moizez, ô rei da bép-hini diouc’h ma oa kouézet ar sort.

9. Jozué a rôaz d’ézhô keriou eûz a vreûriézou bugalé Juda ha Siméon, a bêré éma aman̄ ann hanvou :

10. Da vugalé Aaron dré géren̄tiézou Kaat eûz a wenn Lévi (râg al lôdou gen̄ta a zigwézaz d’ézhô dré ar sort),

11. Kariatarbé eûz a dâd Énak, a zô hanvet Hébron, é ménez Juda, gan̄d hé faboursiou trô-war-drô.

12. Râg ar parkeier hag ar plouéou anézhô, en dôa hô rôet da Galeb, mâb Jéfoné, é kers.

13. Rei a réaz éta da vugalé Aaron, ar Bélek-brâz, Hébron kéar a vénéc’hi hag hé faboursiou, ha Lobna gan̄d hé faboursiou :

14. Ha Jéter, hag Estémo,

15. Hag Holon ha Dabir,

16. Hag Ain, ha Jéta, ha Betsamez, gan̄d hô faboursiou : naô géar eûz a ziou vreûriez, ével ma eo bét lavaret ken̄t.

17. Hag eûz a vreûriez bugalé Ben̄jamin ; Gabaon, ha Gabaé,

18. Hag Analot, hag Almon, gan̄d hô faboursiou : péder géar.

19. Holl geriou bugalé Aaron, ar Bélek-brâz, kévret trizek gan̄d hô faboursiou.

20. Hôgen chétu aman̄ ann digwéz a oé rôet da géren̄tiézou all bugalé Kaat eûz a wenn Lévi.

21. Eûz a vreûriez Éfraim, Sichem unan eûz a gériou ménéc’hi gan̄d hé faboursiou, war vénêz Éfraim, ha Gazer,

22. Ha Sibsaim, ha Bethoron, gan̄d hô faboursiou : péder géar.

23. Hag eûz a vreûriez Dan, Éltéko, ha Gabaton,

24. Hag Ajalon, ha Gétremmon, gan̄d hô fahoursiou : péder géar.

25. Hag eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, Tanac’h, ha Gétremmon, gan̄d hô faboursiou : diou géar.

26. Ann dék kéar-zé hag hô faboursiou a oé rôet da vugalé Kaat eûz a eur reiz izéloc’h.

27. Rei a réaz ivé da vugalé Gerson eûz a wenn Lévi, diou géar vénéc’hi eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, Gaolon é Basan, ha Bosra, gan̄d hô faboursiou.

28. Hag eûz a vreûriez Isakar, Sésion, ha Dabéret,

29. Ha Jaramot, hag Engannim, gan̄d ho faboursiou : péder géar.

30. Eûz a vreûriez Aser, Masal, hag Abdon,

31. Hag Hetkat, ha Rohob, gan̄d hô faboursiou : péder géar.

32. Eûz a vreûriez Neftali, Sédez e Galiléa, unan eûz a geriou ménec’hi, hag Hammat-Dor, ha Kartan, gan̄d hô faboursiou : teir c’héar.

33. Holl geriou bugaié Gerson, trizék gan̄d hô faboursiou.

31. Rei a réaz ivé da vugalé Mérari, Lévited eûz a eur reiz izéloc’h, hervez hô c’hérentiézou, Jeknam, ha Karta.

35. Ha Damna, ha Nahasol : péder géar, gan̄d hô faboursiou.

36. Eûz a vreûriez Ruben, enn tû all d’ar Jourdan, râg-énep da Jériko, Basor enn distrô, unan eûz a geriou ménéc’hi, ha Misor, ha Jaser, ha Jetson, ha Méfast : péder géar, gan̄d hô faboursiou.

37. Eûz a vreûriez Gad, Ramot é Galaad, unan eûz a geriou ménéc’hi, ha Manaim, ha Hésébon, ha Jaser : péder géar, gan̄d hô faboursiou.

38. Holl geriou bugalé Mérari hervez hô ziégésiou hag hô c’héren̄tiézou, daouzek.

39. Ével-sé holl geriou al Lévited é-kreiz digwéz bugalé Israel, a oé eûz a eiz ha daou ugen̄t,

40. Gan̄d hô faboursiou, a oé rôet hervez reiz ann tiégesiou.

41. Ann Aotrou, Roué Israel, a rôaz d’ézhan̄ ann holl zouar en dôa touet d’hô zadou é rôjé d’ézhô : hag hî a oé perc’hen enn-han̄, hag a choumaz enn-han̄.

42. Rei a réaz d’ézhô ar péoc’h gan̄d ann holl boblou a oa war hô zrô ; hag hini eûz hô énébourien na grédaz stourmi out-hô : hôgen holl é plégchon̄t dindân-hô.

43. Na choumaz gér é-béd a gémen̄t en dôa touet Doué da rei d’ézhô, héb béza sévénet ; hôgen holl a oé sévénet.


————


XXII. PENNAD.


Aoter savet war aot ar Jourdan.


1. Enn hévéleb amzer Jozué a c’halvaz breûriézou Ruben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé,

2. Hag a lavaraz d’ézhô : Gréat hoc’h eûz kémen̄t en dôa gourc’hémennet d’é-hoc’h Moizez, servicher ann Aotrou : sen̄tet hoc’h eûz ivé ouz-in é pep-trâ ;

3. Ha n’hoc’h eûz két dilézet hô preûdeûr é-pâd eunn hir amzer, bété vreman̄, ô mirout gourc’hémenn ann Aotrou hô Toué.

4. Pa en deûz éta ann Aotrou hô Toué rôet d’hô preûdeûr ann éhan hag ar péoc’h, ével m’en dôa hé lavaret, distrôit, hag îd d’hô teltou ; ha d’ann douar eûz hô kers, en deûz rôet d’é-hoc’h Moizez, servicher ann Aotrou, enn tû all d’ar Jourdan.

5. Hôgen hép-kén mirit gan̄t préder, ha sévénit évit-gwîr ar gélen hag al lézen en deûz gourc’hémennet Moizez, servicher ann Aotrou, ma kerrot ann Aotrou hô Toué, ha ma kerzot enn hé hen̄chou, ha ma virot hé c’hourc’hémennou, ha ma en em stagot out-han̄, ha ma servichot anézhan̄ gan̄d hoc’h holl galoun, ha gan̄d hoc’h holl éné.

6. Neûzé Jozué a vennigaz anézhô hag hô c’hasaz-kuit. Hag hî a zistrôaz d’hô zeltou.

7. Hôgen Moizez en dôa rôet da han̄ter-vreûriez Manasé hé gers é Basan : ha Jozué en dôa rôet d’ann han̄ter-vreûriez all hé lôden é-touez hé vreûdeûr all enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar c’hûs-héol. Pa ho c’hasaz Jozué d’hô zeltou, ha goudé m’en dôé hô benniget,

8. É lavaraz d’ézhô : Distrei a rîd d’hô keriou gan̄t kalz a zanvez hag a vadou, gan̄d arc’han̄t, hag aour, hag arem, hag houarn, ha kalz a ziḻad : rannit preiz ann énébourien gan̄d hô preûdeûr.

9. Bugalé Ruben ha bugalé Gad hag han̄ter-vreûriez Manasé a zistrôaz éta, hag a iéaz-kuît diouc’h bugalé Israel é Silo, péhini a zô é Kanaan, évid mon̄d da C’halaad, douar hô digwéz, a oa bét rôet d’ézhô gan̄d Moizez, hervez gourc’hémenn ann Aotrou.

10. Ha pa oen̄t deûet da uchélennou ar Jourdan é douar Kanaan, é savchon̄t é-tâl ar Jourdan eunn aoter vrâz-meûrbéd.

11. Pa glevaz bugalé Israel kémen̄t-sé, ha pa oé bét kémennet d’ézhô ével gwîr pénaoz bugalé Ruben ha bugalé Gad hag han̄ter-vreûriez Manasé hô dôa savet eunn aoter é dôuar Kanaan, war uc’hélennou ar Jourdan, râg énep da vugalé Israel :

12. En em zastumchon̄t holl é Silo, évit piña ha stourmi out-hô.

13. Ha koulskoudé é kaschon̄t étrézég enn-hô da vrô C’halaad, Finéez, mâb Éléazar ar Bélek-brâz,

14. Ha dék prin̄s gan̄t-han̄, unan eûz a béb breûriez ;

15. Péré a zeûaz da gavout bugalé Ruben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé, é brô C’halaad, hag a lavaraz d’ézhô :

16. Chétu pétrâ a gémenn holl bobl ann Aotrou : Pétrâ eo ar fallagriez-zé ? Pérâg hoc’h eûz-hu dilézet ann Aotrou, Doué Israel, ô sével eunn aoter saotret, hag oc’h en em denna eûz hé géélédigez ?

17. Ha nébeûd eo d’é-hoc’h béza péc’het é Béélfégor, ha ma eo choumet bété vréman̄ ann namm eûz ar fallagriez-zé war-n-omp, goudé ar c’holl eûz a gémen̄d a bobl ?

18. Ha c’houi a zilez hiriô ann Aotrou, ha war-c’hoaz hé vuanégez a darzô war Israel holl.

19. Mar krédit pénaoz eo dic’hlan douar hô lôden, treménit d’ann douar é péhini éma tabernakl ann Aotrou, ha choumit enn hon touez ; gan̄t n’en em rannot két dioud ann Aotrou, ha dioud hor c’hévrédigez, ô sével eunn aoter ha na vézô két aoter ann Aotrou, hon Doué.

20. Pa dorraz Akan, mâb Zaré, gourc’hémenn ann Aotrou, ha na gouézas két buanégez ann Aotrou war holl bobl Israel ? Né oa hén̄ néméd eunn dén, hag a-ioul é vijé bét kollet hé-unan goudé hé fallagriez !

21. Bugalé Ruben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé a lavaraz d’ar brin̄sed a oa bét dilennet gan̄d Israel :

22. Ann Aotrou Doué kré-meûrbed, ann Aotrou Doué kré-meûrbed a anavez hor ménoz, hag Israel hé anavézô ivé. Ma hon eûz savet ann aoter-zé dré eur ménoz a wallérez, na skoazellet két ac’hanomp, hôgen kastizet ac’hanomp râk-tâl.

23. Ma hon eûz hé c’hréat gan̄d ann dézô da genniga war-n-ézhi sakrifisou, ha sakrifisou-losk, hag hostivou a béoc’h, ra en̄klaskô ha ra varnô Doué hé unan,

24. Ma n’eo két deûet enn hor spéred al lavar-man̄ : eunn deiz da zon̄t hô pugalé a lavarô d’hor bugalé : Pé gévrédigez a zô étré c’houi hag ann Aotrou Doué Israel ?

25. Ével harzou en deûz lékéat ann Aotrou ster ar Jourdan étré nî ha c’houi, ô bugalé Ruben ha bugalé Gad : ha dré-zé n’hoc’h eûz két a lôden enn Aotrou. Ha dré ann abek-zé hô pugalé a zistrofé hor bugalé eûz a zoujan̄s ann Aotrou. Mennet hon eûz éta é oa gwelloc’h ével-sé,

26. Hag hon eûz lavaret : Savomp eunn aoter, nann évit kinniga war-n-ézhi sakrifisou hag hostivou a béoc’h,

27. Hôgen évit ma vézô da desténi étré nî ha c’houi, hag étré hor bugalé hag hô ré, pénaoz é servichomp ann Aotrou, hag hon eûz gwîr da ginniga d’ézhan̄ sakrifisou-losk, ha viktimou, hag hostivou a béoc’h : hâg évit na lavarô két enn amzer da-zon̄t hô pugalé d’hor bugalé : N’hoc’h eûz két a lôden enn Aotrou.

28. Mar fell d’ézhô lavarout ével-sé, é livirin̄t d’ézhô : Chétu aoter ann Aotrou, hô deûz savet hon tadou, nann évit kinniga sakrifisou, na sakrifisou-losk, hôgen évit ma vézô da desténi étré nî ha c’houi.

29. Doué r’hon mirô diouc’h ar gwall-zé, ma en em dennchemp diouc’h ann Aotrou, ha mar tilézchemp hé heûliou ô sével eunn aoter évit kinniga war-n-ézhi sakrifisou, ha sakrifisou-losk, ha viktimou, némét war aoter ann Aotrou hon Doué, a zô bét savet dirâg hé dabernakl.

30. Pa glevaz Finéez kémen̄t-sé, hag ar brin̄sed a oa gan̄t-han̄ hag a oa bét dileûret gan̄d Israel, éc’h habaskchon̄t ; hag é oé dâ d’ézhô klévout komziou bugalé Ruben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé.

31. Ha Finéez, ar bélek, mâb Eléazar, a lavaraz d’ézhô : Gouzoud a réomb bréma pénaoz éma ann Aotrou gan-é-omp, pa émoc’h dinam eûz ar fallagriez-zé, hag hoc’h eûz tennét bugalé Israel eûz a zourn ann Aotrou.

32. Hag hén̄ a zistrôaz gan̄d ar brin̄sed diouc’h bugalé Ruben ha Gad, eûz a zouar Galaad, da harzou Kanaan, étrézé bugalé Israel, hag é réaz hé zanével d’ézhô.

33. Hé lavar a oé hétuz d’ar ré holl hé glévaz. Ha bugalé Israel a veûlaz Doué, ha biskoaz mui na vennchon̄t mon̄d enn énép d’hô breûdeûr, évit stourmi out-hô, hag évit gwasta ann douar hô dôa enn hô c’hers.

34. Ha bugalé Ruben ha bugalé Gad a c’halvaz ann aoter hô dôa savet, aoter hon desténi éz eo ann Aotrou, Doué hé-unan hép-kén.


————


XXIII. PENNAD.


Jozué a gomz oud ar bobl.


1. Goudé ma oé tréménet kalz a amzer, abaoé m’en dôa ann Aotrou rôet ar péoc’h da Israel, ha lékéat ann holl vrôadou da bléga dindan-han̄, ha Jozué ô véza dijâ kôz hag hîr-hoalet ;

2. Jozué a c’halvaz Israel, hag ann hénaoured, hag ar brin̄sed, hag ar pennôu brâz, hag ar varnerien, hag é lavaraz d’ézhô : Kôz ounn, hag hîr-hoalet.

3. C’houi a wél kémen̄d en deûz gréat ann Aotrou hô Toué d’ann holl vrôadou war hô trô, é pé zoaré en deûz hé unan stourmet évid-hoc’h :

4. Ha pénaoz en deûz lôdennet d’é-hoc’h dré ar sort ann holl zôuar-man̄, adalek tû ar c’hûs-héol eûz ar Jourdan bétég ar môr brâz, pétrâ-bennâg ma choum c’hoaz kalz brôadou :

5. Ann Aotrou hô Toué hô c’hollô hag hô c’hasô-da-gét dira-z-hoc’h, hag é perc’hennot ann douar-zé, ével ma en deûz hé douet d’é-hoc’h.

6. Koulskoudé en em grévait, ha mirit gan̄t préder kémen̄d a zô skrivet é levr lézen Moizez : ha na zistrôit diout-han̄ nag a zéou nag a gleiz ;

7. Gan̄d aoun, goudé ma viot éat é douar ar brôadou-zé, péré a vézô enn hô touez, na zeûfac’h da doui é hanô hô douéed, d’hô servicha ha d’hô azeûli :

8. Hôgen ma en em stagot oud ann Aotrou hô Toué, ével ma hoc’h eûz hé c’hréat bété vréman̄

9. Ha neûzé ann Aotrou Doué a lamô a zira-z-hoc’h ar brôadou-zé brâz ha galloudek, hag hini na hellô énébi ouz-hoc’h.

10. Unan ac’hanoc’h hép-kén a iélô wâr-lerc’h mil dén eûz hoc’h énébourien, ô véza ma stourmô ann Aotrou hô Toué hé unan évid-hoc’h, ével ma en deûz hé douet.

11. Likid évez mâd hép-kén ma kerrot ann Aotrou hô Toué.

12. Mar fell d’é-hoc’h en em staga out faziou ar brôadou-zé a choum enn hô touez, hag en em gemmeski gan̄t-hô gan̄d dimiziou, hag en em unani gan̄t-hô gan̄t karan̄tésiou :

13. Gwézit a-vréman̄ pénaoz ann Aotrou hô Toué n’hô lamô két a zira-z-hoc’h, hôgen ma teûin̄t d’é-hoc’h da roued ha da lindâg, ha da vroud oud hô kostez, ha da zréan enn hô taoulagad, kén n’en dévézô hô lamet hag hô kollet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h.

14. Chétu émounn daré hiriô da von̄t é hen̄t ann douar holl ; ha c’houi a oar gan̄t péb anaoudégez pénaoz eûz a gémen̄t gér en deûz touet ann Aotrou é rôjé d’é-hoc’h, n’eûz tréménet hini héb béza bét sévénet.

15. Ével éta ma en deûz sévénet kémen̄d en dôa touet d’é-hoc’h, ha ma eo deûet pép trâ da vâd ; ével-sé é tigasô war-n-hoc’h ann holl reûziou a béré en deûz hô kourdrouzet, kén n’en dévézô hô lamet hag hô kollet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h ;

16. O véza ma hô pézô torret ar gévrédigez en dôa gréat ann Aotrou, hô Toué, gan-é-hoc’h, ma hô pézô servichet hag azeûlet douéed a ziavéaz : ha râk-tâl é savô buanégaz ann Aotrou ouz-hoc’h, hag e viot lamet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h.


————


XXIV. PENNAD.


Kévrédigez ar bobl gan̄d ann Aotrou. Marô Jozué hag Eléazar ar Bélek-brâz.


1. Ha Jozué a zastumaz holl vreûriézou Israel é Sichem, hag a c’halvaz ann hénaoured, hag ar brin̄sed, hag ar varnerien, hag ar pennou-kéar ; hag ar ré-man̄ a choumaz enn hô zâ dirâg ann Aotrou ;

2. Hag hén̄ a gomzaz ével-henn oud ar bobl : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel : Hô tadou, Taré, tâd Abraham, ha Nakor, a zô bét ô choum enn tû all d’ar ster er penn ken̄ta ; hag hî hô deûz servichet douéed a-ziavéaz.

3. Tenna a rîz éta hô tâd Abraham eûz a harzou ar Mézopotamia, hag é kasiz anézhan̄ é douar Kanaan ; hag é kreskiz hé wenn ;

4. Hag é rôiz d’ézhan̄ Izaak : ha da Izaak é rôiz Jakob hag Ézan. Da Ézan é rôiz ménez Seir é kers ; hôgen Jakob hag hé vugale a ziskennaz d’ann Éjipt.

5. Kâs a riz Moizez hag Aaron, hag é skôiz ann Éjipt gan̄t kalz a arouésiou hag a vurzudou.

6. Ha mé hô tennaz eûz ann Éjipt, c’houi hag hô tadou, hag é teûjot étrézég ar môr : hag ann Éjiptianed a iéaz war-lerc’h hô tadou gan̄t kirri ha marc’hein, bétég ar môr Rûz

7. Hôgen bugalé Israel a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a lékéaz tévalien étré c’houi hag ann Éjiptianed, hag a zigasaz ar môr war-n-ézhô, hag a c’hôlôaz anézhô. Hô taoulagad hô deûz gwélet kémen̄d em eûz gréat enn Éjipt, hag oc’h choumet pell-amzer enn distrô :

8. Hag hô lékéat em eûz da von̄t é douar ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan. Ha pa stourmen̄t ouz hoc‘h, mé em eûz hô lékéat étré hô taouarn ; hag oc’h deûet da véza perc’hen enn (T) hô douar, goudé béza hô lazet.

9. Hôgen Balak, mâb Séfor, roué Moab, a zavaz hag a stourmaz oud Israel. Hag hén̄ a gasaz Bataam, mâb Béor, évid hô milliga.

10. Ha na fellaz ket d’in hé zélaoui, hôgen enn-énep é vennigiz ac’hanoc’h dré-z-han̄, hag hô tenniz eûz hé zaouarn.

11. Treûzi a réjot ar Jourdan, hag é teûjot da Jériko, ha tûd ar géar-zé a stourmaz ouz-hoc’h, ann Amorréed, hag ar Férézéed, hag ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ar Gerjéséed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed ; ha mé hô lékéaz étré hô taouarn.

12. Hag é kasiz enn hô raok sardoned, hag é taoliz anézhô eûz hô brô, da lavaroud éo, daou roué d’ann Amorréed, nann dré hô klézé, na dré hô kwarek.

13. Ha mé a rôaz d‘é-hoc’h eunn douar, é péhini n’hô pôa két labouret, ha keriou ha n’hô pôa két savet, évit choum enn-hô, gwini hag olived ha n’hô pôa két plan̄tet.

14. Doujid éta bréma ann Aotrou, ha servichit anézhan̄ gan̄d eur galoun klôk ha gwirion : lamit ann douéed hô deûz servichet hô tadou er Mézopotamia hag enn Éjipt, ha servichit ann Aotrou.

15. Hôgen mar gwélit é vé drouk d’é-hoc’h servicha ann Aotrou, eo rôet ar c’hemm d’é-hoc’h ; dilennid hiriô ar péz a blijô gan-é-hoc’h ; pétrâ eo gwell d’é-hoc’h da zervicha, pé ann douéed hô deûz servichet hô tadou er Mêzopotamia, pé douéed ann Amorréed, é brô péré é choumit : hôgen évid-oun ha va zî é servichimp ann Aotrou.

16. Hag ar bobl a respoun̄taz hag a lavaraz : Doué ra virô ma tilézimp ann Aotrou, ha ma servichimp douéed a-ziavéaz.

17. Ann Aotrou hon Doué eo en deûz hé-unan hon tennet, nî hag hon tadou, eûz a zouar ann Éjipt, eûz a vrô ar sklavérez : ha gréat en deûz dirâg hon daoulagad arwesiou brâz-meûrbéd, hag en deûz hor miret enn holl hen̄t dré béhini hon eûz kerzet, hag é-touez ann holl boblou dré greiz péré hon eûz tréménet.

18. Hag harluet en deûz ann holl vrôadou-zé hag ann Amorréed a choumé enn douar é péhini omp deûet. Servicha a raimb éta ann Aotrou, ô vésa ma eo hén̄ hé-unan hon Doué.

19. Ha Jozué a lavaras d’ar bobl : Na hellot két servicha ann Aotrou, râg eunn Doué san̄t eo, eunn Doué kré hag oasuz, ha né két héb anaout hô torféjou hag hô péc’héjou.

20. Mar tilézit ann Aotrou, ha mar servichit douéed a-ziavéas, é trôiô enn hoc’h énep hag é c’hlac’harô ac’hanoc’h, hag é vevésô ac’hanoc’h goudé béza gréat vâd d’é-hoc’h.

21. Hag ar bobl a lavaras da Jozué : Na c’hoarvézô bikenn ar péz a lévérez ; hôgen servicha a raimb ann Aotrou.

22. Ha Josué a lavaras d’ar bobl : Testou oc’h pénaos hoc’h eûz dilennet hoc’h-unan ann Aotrou évid hé servicha. Hag hî a respoun̄tas : Testou omp.

23. Bréma éta, émé-z-han̄, lamit ann douéed a-ziavéaz eûz hô touez, ha soublit hô kalounou étrézég ann Aotrou, Doué Israel.

24. Hag ar bobl a lavaras da Jozué : Servicha a raimb ann Aotrou hon Doué, hag é sen̄timp oud hé gélennou.

25. Josué a réas éta enn deiz-zé kévrédigez gan̄d ar bobl, hag é lékéaz dira-z-han̄ ar c’hélennou hag ar barnédigézou é Sichem.

26. Skriva a réaz ivé ann holl c’heriou-zé é levr lésen ann Aotrou ; hag é kéméraz eur méan brâs-meûrbéd, a lékéaz dindân eur wésen dérô a ioa é san̄tuar ann Aotrou :

27. Hag é lavaraz d’ann holl bobl : Chétu ar méan-zé a vézô da dést d’é-hoc’h, pénaos en deûz klévet ann holl gomsiou en deûz lavaret ann Aotrou d’é-hoc’h ; gan̄d aoun na felfé d’é-hoc’h goudé-henn hô dinac’ha, ha lavarout gévier d’ann Aotrou hô Toué.

28. Hag é kasaz kuit ar bobl, pép-hini d’hé drâ.

29. Ha goudé-zé Jozué, mâb Nun, servicher ann Aotrou, a varvaz, hag hén̄ oajet a zék vloaz ha kan̄t.

30. Hag hî a véziaz anézhan̄ é harzou hé drâ hé-unan, é Tamnatsaré, a zô diazézet war vénez Éfraim, war-zû ann han̄ter-nôz eûz a vénez Gaas.

31. Hag Israel a servichaz ann Aotrou é-pâd ann holl zeisiou eûz a Jozué hag eûz ann hénaoured a vévaz pell-amzer goudé Josué, ha péré a anavézé ann holl ôberiou en dôa gréat ann Aotrou enn Israel.

32. Bésia a réjon̄t ivé eskern Jozef, hô dôa digaset bugalé Israel eûz ann Éjipt, é Sichem, enn eul léac’h eûz ar park en dôa prénet Jakob digan̄t vugalé Hémor, tâd Sichem, hag a oa digwézet é kers da vugalé Josef.

33. Éléazar, mâb Aaron, a varvaz ivé ; hag é vézchon̄t anézhan̄ é Gabaot, a oa da Finéez, hé vâb, hag a oa bét rôet d’ézhan̄ war vénez Éfraim.


————