Bibl/Ann Nivérou

Eus Wikimammenn
< Bibl
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 149-199)



ANN NIVÉROU.


————


I. PENNAD.


Nivérérez ann Israélited. Kargou al Lévited.


1. Ann Aotrou a gomzaz out Moisez é distrô Sinai, eûz a dabernakl ar gévrédigez, ar c’hen̄ta deiz eûz ann eil viz, eûz ann eil vloaz, goudé ma oa deûet bugalé Israel er-méaz eûz ann Éjipt, hag é lavaraz :

2. Grid eunn nivérérez eûz ann holl strollad eûz a vugalé Israel, diouc'h hô c’héren̄tiézou, hag hô ziez, hag hô hanvou, hag eûz ar oazed hép-kén,

3. Adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, eûz ar ré gré eûz a Israel, hag é nivérot anézhô diouc’h hô strolladou, té hag Aaron.

4. Hag ar ré a zô prin̄sed hô breûriézou hag hô ziéz, é-touez hô zûd, a vézô gan-é-hoc’h. (T).

5. Chétu-hô hanvou : Eûz a vreûriez Ruben, Élisur, mâb Sédéur ;

6. Eûz a vreûriez Siméon, Salamiel, mâb Surisaddai ;

7. Eûz a vreûriez Juda, Nahason, mâb Aminadab ;

8. Eûz a vreûriez Isakar, Natanael, mâb Suar ;

9. Eûz a vreûriez Zabulon, Éliab, mâb Hélon ;

10. Hôgen eûz a vugalé Jozef ; eûz a Efraim, Élisama, mâb Ammiud ; eûz a Vanasez, Gamaliel, mâb Fadasur ;

11. Eûz a Ven̄jamin, Abidan, mâb Gedéon ;

12. Eûz a Zân, Agiézer, mâb Amisadai ;

13. Eûz a Aser, Fégiel, mâb Okran ;

14. Eûz a C’hâd, Eliasaf, mâb Duel ;

15. Eûz a Neftali, Ahira, mâb Enan ;

16. Ar ré-zé eo ar prin̄sed ar ré vrasa eûz ar bobl enn hô breûriézou hag enn hô ziégézou, ha pennou armé Israel.

17. Moizez hag Aaron a géméraz ar ré-man̄, gan̄d ano holl bobl ;

18. Hag hô dastumchon̄t enn deiz ken̄ta eûz ann eil viz, hag hô niverchon̄t dré ann tiégézou, hag ann tiez, hag ar géren̄tiézou, hag ar pennou, hag hanvou pép-hini, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn,

19. Evel m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez. Nivéret é oen̄t é distrô Sinai.

20. A vipien Ruben ken̄ta ganet Israel, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, hag hô ziez, hag hanô pép-hini anézhô, kémen̄t goâz adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, a hellé mon̄d d’ar brézel,

21. É oé kavet anézhô c’houec’h mil ha daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

22. A vipien Siméon, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, kémen̄t goâz adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, a hellé mon̄d d’ar brézel.

23. Ê oé kavet anézhô naô mil hag han̄ter-kan̄t mil ha tri c’han̄t.

24. A vipien Gad, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,

25. É oé kavet anézhô pemp mil ha daou-ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t hag han̄ter-kan̄t.

26. A vipien Juda, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,

27. É oé kavet anézhô pévar mil dék ha tri-ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t.

28. A vipien Isakar, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,

29. É oé kavet anézhô pévar mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.

30. A vipien Zabulon, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô. adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,

31. É oé kavet anézhô seiz mil hag han̄ter-kan̄t, mii ha pévar c’han̄t.

32. A vipien Jozef, da lavaroud eo, a vipien Éfraim, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,

33. É oé kavet anézhô daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

34. A vipien Manasez, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,

35. Ê oé kavet anézhô daou vil ha trégon̄t mil ha daou c’han̄t.

36. A vipien Ben̄jamin, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,

37. É oé kavet anézhô pemp mil ha trégon̄t mil ha pévar c’han̄t.

38. A vipien Dan, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,

39. É oé kavet anézhô daou vil ha tri-ugen̄t mil ha seiz kan̄t.

40. A vipien Aser, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,

41. É oé kavet anézhô eur mil ha daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

42. A vipien Neftali, diouc’h hô rummou, hag hô c’héren̄tiézou, ha tiez hô zadou, hag ô nivéri pép-hini dré hé hanô, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, kémen̄d hini a hellé mon̄d d’ar brézel,

43. É oé kavet anézhô tri mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.

44. Chétu ar ré a nivéraz Moizez hag Aaron, hag ann daouzék prin̄s eûz a Israel, ô verka pép-hini dré hé di hag hé géren̄tiez.

45. Hag ann niver holl eûz a vugalé Israel, diouc’h hô ziez hag hô c’héren̄tiézou, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’penn, eûz a gémen̄d hini a helle mon̄d d’ar brézel,

46. A oé eûz a dri mil ha c’houec’h kan̄t mil ha pemp kan̄t hag han̄ter-kan̄t.

47. Hôgen al Lévited na oen̄t két nivéret gan̄t-hô é breûriez hô c’héren̄tiézou ;

48. Rag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, o lavarout :

49. Na ra két nivérérez breûriez Lévi, ha na laka két hé niver gan̄d hini bugalé Israel :

50. Hôgen laka-hi da brédéria tabernakl ann desténi, hé holl listri, ha kémen̄d a zell oud al lidou. Hî eo a zougô ann tabernakl, hag hé holl binviou ; hî eo a rai hé zervich hag a zavô hô zeltou war-drô d’ann tabernakl.

51. Pa vézô réd mon̄d enn hen̄t, al Lévited a zisteñô ann tabernakl ; ha pa vézô diazézet ar c’hamp, her steñin̄t. Kémen̄t diavésiad-bennag a dôstai, a vézô lékéat d’ar marô.

52. Hôgen bugalé Israel a zavô hô c’hamp, hervez ar strolladou, hag ar ban̄dennou eûz hô armé.

53. Hôgen al Lévited a zisplégô hô zeltou war-drô d’ann tabernakl, gan̄d aoun na gouézché ar vuanégez war ann niver brâz eûz a vugalé Israel ; hag hî a veḻô évit mirout tabernakl ann desténi.

54. Bugalé Israel a réaz éta kémen̄d en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez.


————


II. PENNAD.


Reiz ar breûriézou hervez hô zeltou.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, hag a lavaraz :

2. Bugalé Israel a ziazézô hô c’hamp war-drô da dabernakl ar gévrédigez, hervez hô strolladou, hô arwésiou, hag hô baniérou, diouc’h hô ziez hag hô c’héren̄tiézou.

3. Juda a zavô hé deltou étrézég ar sâv-héol, hervez strollou hé armé ; ha Nahason, mâb Aminadab a vézô ar prin̄s eûz hé vipien.

4. Ha niver ar stourmerien eûz ar vreûriez-zé a oa eûz a bévarzék mil ha tri-ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t.

5. Ar ré eûz a vreûriez Isakar a zavô hô zeltou out ré Juda ; ha Natanael, mâb Suar, a vézô prin̄s d’ézhô.

6. Ha niver hé holl stourmerien a oa eûz a bévar mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.

7. Éliab, mab Hélon, eo ar prin̄s eûz a vreûriez Zabulon.

8. Hag holl stourmerien hé vreûriez a oa eûz a seiz mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’hant.

9. Ar ré holl a zô bét nivéret é kamp Juda, a oé eûz a c’houec’h mil ha naô-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t ; hag hî a iélô ar ré gen̄ta enn hô ban̄dennou.

10. Élisur, mâb Sédéur, a vézô ar prin̄s é kamp mipien Ruben, war-zû ar c’hrésteiz ;

11. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a c’houec’h mii ha daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

12. Out-han̄ é vézô savet kamp breûriez Siméon, péhini é deûz da brin̄s Salamiel, mâb Surisaddai ;

13. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a naô mil hag han̄ter-kan̄t mil ha tri c’han̄t.

14. Éliasaf, mâb Duel, a oé prin̄s da vreûriez Gad.

15. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a bemp mil ha daou-ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t hag han̄ter-kan̄t.

16. Ar ré holl a zô bét nivéret é kamp Ruben, a oé eûz a eur mil dék ha seiz-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t hag han̄ter-kan̄t, enn hô ban̄dennou ; ar ré-man̄ a gerzô da eil.

17. Neûzé tabernakl ann desténi a vézô savet gan̄d al Lévited, hag hô ban̄dennou. Ével ma vézô savet, é vézô ivé lec’hiet ; pép-hini anézhô a gerzô diouc’h hé leac’h hag hé reiz.

18. War-zû ar c’hûs-héol è vézô kamp mipien Éfraim ; hag Élisama, mâb Ammiud, a zô prin̄s d’ézhô.

19. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a zaou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

20. Hag out-hô é vézô breûriez mipien Manasez ; ha Gamaliel, mâb Fadasur, a zô prin̄s dézhô.

21. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a zaou vil ha trégon̄t mil ha daou c’han̄t.

22. Abidan, mâb Gédéon, a oé ar prin̄s eûz a vreûriez mipien Ben̄jamin.

23. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a bemp mil ha trégon̄t mil ha pévar c’han̄t.

24. Ar ré hoil a zô bét nivéret é kamp Éfraim, a oé eûz a eiz mil ha kan̄t mil ha kan̄t dén, enn hô ban̄dennou : ar ré-man̄ a gerzô d’ann trédé.

25. War-zû ann han̄ter-nôz é vézô lékéat kamp mipien Dan ; hag Ahiézer, mâb Amisaddai, a zo prin̄s d’ézhô.

26. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a zaou vil ha tri-ugen̄t mil ha seiz kan̄t.

27. Out-han̄ é vézô savet teltou breûriez Aser ; ha Fégiel, mâb Okran, a zô prin̄s d’ézhô ;

28. Hag hé holl stourmerien a zô bét nivéret, a oé eûz a eur mil ha daou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

29. Ahira, mâb Énan, a zô prin̄s da vreûriez mipien Neftali ;

30. Hag hé holl stourmerien a oé eûz a dri mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.

31. Ar ré holl a zô bét nivéret é kamp Dan, a oé eûz a seiz mil kan̄t hag han̄ter-kan̄t mil ha c’houec’h kan̄t ; ar ré-man̄ a gerzô ar ré zivéza.

32. Ann niver éta eûz a vipien Israel, diouc’h tiez hô zadou, ha diouc’h ban̄dennou hô arme, a oé eûz a dri mil ha c’houec’h kan̄t mil ha pemp kan̄t hag han̄ter-kan̄t.

33. Hôgen al Lévited n’in̄t két bét nivéret é-touez bugalé Israel ; râg ével-sé en dôa hé c’hourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

34. Ha bugalé Israel a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou. Lakaad a réjon̄t hô c’hamp diouc’h hô ban̄dennou, hag éz éjon̄t enn hen̄t diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou.


————


III. PENNAD.


Nivérérez al Lévited.


1. Chétu aman̄ nestéd Aaron ha Moizez, enn deiz é péhini é komzaz ann Aotrou out Moizez war vénez Sinai.

2. Ha chétu hanvou mipien Aaron : Nadab hé gen̄ta-ganet, ha goudé Abiu, hag Éléazar, hag Itamar.

3. Chétu hanvou mipien Aaron, a zô bét béléien, a zô bét éôliet, hag a zô bét leûniet ha sakret hô daouarn évid ôber kargou ar vélégiez.

4. Hôgen Nadab hag Abiu a varvaz hép bugalé, pa gennigen̄t tân a-ziavéaz dirâg ann Aotrou é distrô Sinai ; hag Éléazar hag Itamar a réaz ar vélégiez dirâg Aaron hô zâd.

5. Hag ann Aotrou a gomsaz out Moizez, ô lavarout :

6. Laka da dôstaat breûriez Lévi, ha laka-hi da zével dirâg Aaron ar belek-brâz, évit ma zervichin̄t anézhan̄ ha ma veḻin̄t ;

7. Ha ma virin̄t kémen̄d a zell oud al lîd a dlé da ôber ar bobl dirâk tabernakl ann desténi ;

8. Ha ma tiwallin̄t listri ann tabernakl, ha ma rain̄t holl zervich hô c’harg.

9. Rei a rî al Lévited,

10. Da Aaron ha d’hé vipien, da béré in̄t bét rôet gan̄t bugalé Israel. Hôgen Aaron hag hé vipien a liki da ôber ar garg a vélék. Kemen̄d diavésiad a dôstai évid ôber ar garg-zé, a vézô lékéat d’ar marô.

11. Hag ann Aotrou a gomzaz oud Moizez, ô lavarout :

12. Mé em eûz kéméret al Lévited é-touez bugalé Israel é léac’h ar ré gen̄ta-ganet a zigor kôv hô mamm é-touez bugalé Israel ; râk-sé al Lévited a vézô d’in.

13. Rak kémen̄t ken̄ta-ganet a zô din. Abaoé ma em eûz skôet enn Éjipt gan̄d ar ré gen̄ta-ganet, em eûz san̄télet évid-oun kémen̄t ken̄ta-ganet é Israel, adaleg ann dén bétég al loen ; d’in in̄t ; mé eo ann Aotrou.

14. Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez é distrô Sinai, ô lavarout :

15. Niver mipien Lévi diouc’h tiez hô zadou, ha diouc’h hô c’héren̄tiézou ; kémen̄t paotr, adaleg eur miz hag ouc’h-penn.

16. Ha Moizez hô nivéraz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou ;

17. Hag é kavaz da vipien da Lévi, diouc’h hô hanvou, Gerson, ha Kaat ha Mérari.

18. Mipien Gerson : Lebni ha Séméi.

19. Mipien Kaat : Amram ha Jésaar, Hébron, hag Oziel.

20. Mipien Mérari : Moholi ha Musi.

21. Eûz a C’herson eo deûet diou wenn, hini Lebni, hag hini Séméi ;

22. Ha pa oé nivéret ann holl baotred adaleg eur miz hag ouc’h-penn, é oé kavet seiz mil ha pemp kan̄t.

23. Ar ré-man̄ a dlé lakaad hô c’hamp adré ann tabernakl, étrézég ar c’hûs-héol ;

24. Hag hô dévézô da brin̄s Eliasaf, mâb Lael.

35. Hag hî a évésai out tabernakl ar gévrédigez,

26. Oud ann tabernakl hé-unan hag oud hé c’houlc’her, oud ar wél a denneur dirâk dôr tabernakl ar gévrédigez, hag out gwéliou ann ôr-dâl ; hag ivé oud ar wél a zô a-ispiḻ oud dôr leûr ann tabernakl ha kémen̄d a zell out lîd ann aoter, kerdin ann tabernakl hag hé holl listri.

27. Eûz a Gaat eo deûet gwennou ann Amramited, hag ar Jésaarited, hag ann Hébronited, hag ann Oziellited. Ar ré-zé eo gwennou ar Gaatited nivéret diouc’h hô hanvou.

28. Ann holl baotred, adaleg eur miz hag ouch-penn, a oé eûz a eiz mil ha c’houec’h kan̄t, évid diwallout ar san̄tuar :

29. Hag hî a lakai hô c’hamp war-zû ar c’hrésteiz.

30. Hag hî hô dévézô da brin̄s Élisafan, mâb Oziel.

31. Hag hî a virô ann arc’h, hag ann daol, hag ar c’han̄toler, aotériou ha listri ar san̄tuar, gan̄t péré é rain̄t hô c’harg, hag ar wél, hag ann holl draou eûz ann doaré-zé.

32. Hôgen Éléazar, mâb Aaron, ar bélek-brâz, ha prin̄s prin̄sed al Lévited, a vézô é penn d’ar ré a veḻô da ziwall ar san̄tuar.

33. Hôgen eûz a Vérari eo deûet diou wenn, hini Moholi hag hini Musi, nivéret diouc’h hô hanvou.

34. Ann holl baotred, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, a oé eûz a c’houec’h mil ha daou c’han̄t.

35. Hag hî hô dévézô da brin̄s Suriel, mâb Abihaiel ; lakaad a rain̄t hô c’hamp war-zû ann han̄ter-nôz.

36. Enn hô diwall hô dévézô elfennou ann tabernakl, hag hé sparlou, hag ar peûliou gan̄d hô steûdennou, ha kémen̄d a zell oud al lîd-zé ;

37. Peûliou al leûr trô-war-drô gan̄d hô steûdennou, hag ar peûliouigou gan̄d hô c’herdinigou.

38. Moizez hag Aaron gan̄d hé vipien, péré hô deûz ann diwall eûz ar san̄tuar é-kreiz bugalé Israel, a lakai hô c’hamp dirâk tabernakl an gévrédigez, da lavaroud eo, war-zû ar sâv-héol. Kémen̄d diavésiad a dôstai out-hô, a vézô lékéat d’ar marô.

39. Ann holl baotred é-touez al Lévited, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, péré a oé nivéret gan̄t Moizez hag Aaron, diouc’h hô c’héren̄tiez, hervez gourc’hémenn ann Aotrou, a oé eûz a zaou vil war-n-ugen̄t.

40. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Niver ar baotred ken̄ta-ganet é-touez bugalé Israel, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, ha dalc’h ann niver anezhô.

41. Al Lévited a géméri évid-oun é léac’h ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel ; mé eo ann Aotrou. Kéméroud a ri ivé hô loéned é léac’h ar ré gen̄ta-ganet eûz a loéned bugalé Israel.

42. Moizez éta a nivéraz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou, ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel :

43. Hag ann holl baotred, diouc’h hô hanvou, adaleg eur miz hag ouc’h-penn, a oé eûz a zaou vil war n-ugen̄t, trizék ha trizég-ugen̄t.

44. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

45. Kémer al Lévited é léac’h ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel, ha loéned al Lévited é léac’h hô loéned, hag al Lévited a vézô d’in. Mé eo ann Aotrou.

46. Hag évid ar priz eûz ann daou c’han̄t trizék ha tri-ugen̄t ken̄ta-ganet eûz a vugalé Israel, péré a zô ouc’h-penn niver al Lévited,

47. É kéméri pemp sikl dré bép penn, hervez poéz ar san̄tuar. Ugen̄t obolen a dal ar sikl. (T).

48. Hag é rôi da Aaron ha d’hé vipien ar prîz eûz ar ré a zô ouc’h-penn.

49. Moizez éta a géméraz arc’han̄t ar ré a oa ouc’h-penn ann niver-zé, hag hô dôa dasprénet diouc’h al Lévited,

50. Évid ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel ; hag en dôé trizék kan̄t sikl pemp ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar.

51. Hag hén̄ a rôaz ann arc’han̄t-zé da Aaron ha d’hé vipien, hervez ar gourc’hémenn en dôa rôet ann Aotrou d’ézhan̄.


————


IV. PENNAD.


Kargou ha nivérérez al Lévited.


1. Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout :

2. Kémer niver mipien Kaat eûz a-greiz mipien Lévi, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,

3. Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t bloaz eûz ar ré holl a ia é tabernakl ar gévrédigez évit skoazia hag évit servicha.

4. Chétu aman̄ karg mipien Kaat :

5. Pa vézô réd sével ar c’hamp, Aaron hag hé vipien a iélô ébarz tabernakl ar gévrédigez, hag ébarz San̄t ar Zen̄t, hag é steñin̄t ar wél a zô a-ispiḻ oud ann ôr, hag é c’hôlôin̄t gan̄t-hi arc’h ann desténi ;

6. Lakaad a rain̄t c’hoaz war-c’horré eur gôlô krec’hin limestra hag é steñin̄t war-n-ézhan̄ eur ballen a liou c’hlâz, hag é lakain̄t ar sparlou.

7. Hî a lakai ivé enn eur ballen a liou c’hlâz ann daol a varaou kennig ; ha gan̄t-hi ann ézan̄souérou, hag al listri-brév, hag ar c’hôpou hag ann hanafou évid ar skuḻou braoued ; hôgen ar baraou a vézô bépréd war-n-ézhi.

8. Steña a rain̄t war-c’horré eur ballen tané, a c’hôlôin̄t c’hoaz gan̄d eur gôlô krec’hin limestra, hag é lakain̄t ar sparlou.

9. Hî a gémérô ivé eur ballen a liou c’hlâz, gan̄t péhini é c’hôlôin̄t ar c’han̄tôler gan̄t hé gleûzeûriou, hag hé c’hultaniou, hag hé c’hévellou, hag hé holl listri éôl a zô réd évit ken̄derc’hel ar c’hleûzeûriou.

10. Kémen̄t-sé a c’hôlôin̄t gan̄t krec’hin limestra, hag é lakain̄t ar sparlou.

11. Lakaad a rain̄d ivé enn eur ballen a liou c’hlâz ann aoter aour, hag éc’h astennin̄t war-n-ézhi eur gôlô krec’hin limestra ; hag é lakain̄t ar sparlou.

12. Lakaad a rain̄t c’hoaz enn eur ballen a liou c’hlâz ann holl listri a zô réd évit servich ar san̄tuar, hag é steñin̄t war-c’horré eur gôlô kréc’hin limestra ; hag é lakain̄t ar sparlou.

13. Hôgen tenna a rain̄t al ludu eûz ann aoter, hag é lakain̄t anézhi enn eur wél limestra.

14. Hag é lakain̄t gan̄t-hi ann holl listri gan̄t péré é réeur hé servich ; da lavaroud eo, ar régézennou, ar gultanou hag ar ferc’hier, ar c’hrôgou hag ar palikédou. Lakaad a rain̄t war holl listri ann aoter eur gôlô krec’hin limestra, hag é lakain̄t ar sparlou.

15. Ha pa hô dévézô Aaron hag hé vipien gôlôet ar san̄tuar hag hé holl listri, pa vézô savet ar c’hamp, neûzé é teûi mipien Kaat évid dougen kémen̄t a zô gôlôet ; ha na lakain̄t két hô daouarn war listri ar san̄tuar, gan̄d aoun na varvchen̄t. Chétu karg mipien Kaat é tabernakl ar gévrédigez.

16. Eléazar, mâb Aaron, ar bélek-brâz, a vézô dreist-hô ; hén̄ eo a brédériô ann éôl évit lakaat er c’hleûzeûriou, hag ann ézan̄s a louzou kemmesket, hag ar sakrifiz a gennigeur bépréd, hag éôl ar sakradur, ha kémen̄d a za1c’h eûz a gempennadurez ann tabernakl, hag ann holl listri a zô er san̄tuar.

17. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout :

18. Na gollit két pobl Kaat eûz a douez al Lévited :

19. Hôgen grît kémen̄t-man̄ évit-hô, évit ma vévin̄t ha na varvin̄t két, mar lékéon̄t hô dourn war Zan̄t ar Zen̄t. Aaron hag hé vipien a iélô ébarz, hag hî a aozô labour pép-hini, hag a rannô ar béac’h a dlé dougen pép-hini.

20. Hôgen arabad eo d’ar ré all klask (T) gwélout ann traou a zô er san̄tuar abarz ma vésin̄t gôlôet ; râg anéz é varvchen̄t.

21. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moisez, ô lavarout :

22. Kémer ivé niver mipien Gerson, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou, hag hô néstéd.

23. Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t bloaz. Niver ar ré holl a ia ébarz hag a zervich é tabernakl ar gévrédigez.

24. Chétu aman̄ karg mipien Gerson :

23. Dougen a rain̄t gwéliou ann tabernakl, ha telt ar gévrédigez, hag ar gôlô all, hag ar gôlô krec’hin limestra a zô war-c’horré ar ré-man̄, hag ar gôlô a zô a-ispiḻ oud dôr tabernakl ar gévrédigez ;

26. Gwéliou leûr ann ôr-dâl, hag ar wél a zô oud ann ôr dirâg ann tabernakl. Kémen̄d a zell oud ann aoter, ar c’herdinigou hag holl listri ar servich,

27. A vézô douget gan̄t mipien Gerson, hervez gourc’hémenn Aaron hag hé vipien ; ha pép-hini a wézô pétrâ eo hé garg.

28. Houn-nez eo karg mipien Gerson é tabernakl ar gévredigez ; hag hî a vézô dindân béli Itamar, mâb Aaron, ar bélek-brâz.

29. Nivéri a ri ivé mipien Mérari, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,

30. Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t vloaz, ar ré holl a ra hô c’harg ébarz hag a zervich é tabernakl ar gévrédigez.

31. Hou-man̄ eo hô c’harg : dougen a rain̄t elfennou ann tabernakl, hag hé sparlou, ar peûliou hag hô steûdennou,

32. Ha peûliou al leûr trô-war-drô gan̄d hô steûdennou, hag ar peûliouigou gan̄d hô c’herdinigou. Kéméroud a rain̄t diouc’h niver ann holl listri hag ann arrébeûri, hag é tougin̄t anézhô.

33. Houn-nez eo karg mipien Mérari hag hô servich é tabernakl ar gévrédigez ; hag hî a vézô dindân béli Itamar, mâb Aaron, ar bélek-brâz.

34. Moizez hag Aaron ha prin̄sed ar sinagog a nivéraz éta mipien Kaat, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,

35. Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t vloaz, ar ré holl a ra hô c’harg ébarz, hag a zervich é tabernakl ar gévrédigez ;

36. Hag é oé kavet daou vil seiz kan̄t hag han̄ter-kan̄t.

37. Hen-nez eo ann niver eûz a bobl Kaat, péré a ia é tabernakl ar gévrédigez. Moizez hag Aaron hô nivéraz hervez ar gourc’hémenn en dôa rôet ann Aotrou dré zourn Voizez.

38. Nivéret é oé ivé mipien Gerson, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,

39. Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t vloaz, ar ré holl a ra hô c’harg ébarz hag a zervich é tabernakl ar gévrédigez ;

40. Hag é oé kavet daou vil c’houec’h kan̄t ha trégon̄t.

41. Hen-nez eo ann niver eûz a bobl Gerson, hô deûz nivéret Moizez hag Aaron, hervez gourc’hémenn ann Aotrou.

42. Nivéret é oé ivé mipien Mérari, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,

43. Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kan̄t vloaz, ar ré holl a ra hô c’harg ébarz hag a zervich é tabernakl ar gévrédigez ;

44. Hag é oé kavet tri mil ha daou c’han̄t.

45. Hen-nez eo ann niver eûz a vipien Mérari, hô deûz nivéret Moizez hag Aaron, hervez gourc’hémenn ann Aotrou dré zourn Moizez.

46. Ar ré holl eûz a douez al Lévited, péré a oé nivéret dré hô hanô gan̄d Moizez hag Aaron ha prin̄sed Israel, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,

47. Adalek trégon̄t vloaz hag ouc’h-penn, bétég han̄ter-kant vloaz, ar ré holl a ra hô c’harg enn tabernakl hag a zoug bec’hiou,

48. A oé enn-holl eûz a eiz mil pemp kan̄t ha pévar-ugen̄t.

49. Moizez hô nivéraz hervez gourc’hémenn ann Aotrou, pép-hini diouc’h hé garg hag hé véac’h, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet dézhan̄.


————


V. PENNAD.


Glanded ar c’hamp. Distol. Sacrifiz a warizi.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Lavar da vugalé Israel kâs-kuît eûz hô c’hamp ann holl lovreien, ha néb a laoskô da rédek hé sper, ha néb a vézô en em zaotret gan̄d eur c’horf marô ;

3. Kasit-hén̄ er-méaz eûz ar c’hamp, daoust pé eo eur goaz pé eur vaouez, gan̄d aoun na zaotrfen̄t al léac’h é péhini é choumann gan-é-hoc’h.

4. Bugalé Israel a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô, hag é kaschon̄t ar ré-man̄ er-méaz eûz ar c’hamp, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet da Voizez.

5. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

6. Lavar ann dra-man̄ da vugalé Israel : Pa en dévézô eur goaz pé eur vaouez gréat unan eûz ar béc’héjou a ra peûrvuia ann dûd, ha pa hô dévézô torret dré lézirégez gourc’hémennou ann Aotrou, ha pa vézin̄t kouézet é drouk,

7. É kovésain̄t hô féc’hed, hag é tistolin̄t da néb out péhini hô deûz péc’het, ar gaou hô deûz gréat d’ézhan̄ hag ar bempved lôden ouc’h-penn.

8. Ma n’en em gav dén da biou é hell béza rôet, é rôin̄t anézhan̄ d’ann Aotrou ; hag é vézô d’ar bélek, néméd ann tourz a véz kenniget évid ann dic’haouidigez, évit ma vézô digéméret mâd ann hostiv.

9. Kémen̄t ken̄ta-frouez a gennig bugalé Israel, a zô ivé d’ar bélek ;

10. Ha kémen̄d a gennig pép-hini er san̄tuar, hag a zô lékéat étré daouarn ar bélek a vézô d’ézhan̄.

11. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

12. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Ma é deûz faziet eur c’hrég, hag ô tisprizout hé ozac’h,

13. Mar d-eo éat da gouska gan̄d eur goâz all ; ma n’en deûz két gellet ann ozac’h diskleria kémen̄t-sé da wîr, ha mar choum kuzet ann avoultriez, ha ma na hell két hî béza ken̄drec’het gan̄t testou, ô véza n’eo két bét paket é-drouk ;

14. Mar teû ar spéred a oaz da vrouda ann ozac’h a-éneb hé c’hrég, péhini a vézô bét saotret, pé tamallet é-gaou,

15. É kasô-hén̄ anézhi dirâg ar bélek, hag é kennigô évit-hi ann dékved lôden eûz a eur gon̄vor bleûd heiz. Na skuḻô két a éôl war-n-ézhan̄, ha na lakai két a ézan̄s, ô véza ma eo eur sakrifiz a oaz, hag eur c’hennig évid en̄klaskout ann avoultriez.

16. Ar béleg éta hé gennigô, hag hé lakai dirâg ann Aotrou ;

17. Hag ô véza kéméret dour san̄tel enn eul léstr prî, é lakai enn-han̄ eunn nébeûd douar eûz a leûr ann tabernakl.

18. Ha pa en em zalc’hô ar c’hrég enn hé sâ dirâg ann Aotrou, é tizôlôi ar bélek hé fenn, hag é lakai war hé daouarn ar sakrifiz da zerc’hel sonch, ha kennig ann oaz ; hôgen hén̄ a zalc’hô étre hé zaouarn ann doureier c’houérô-brâz war béré en deûz berniet ar vallosiou gan̄d argarzidigez.

19. Hag hén̄ a grôzô anézhî, ô lavarout : Ma n’eo ket bét kousket eur goaz diavésiad gan-éz, ha ma n’oud két en em zaotret ô kuitaat gwélé da ozac’h, ann doureier c’houérô-brâz-man̄ war béré em eûz taolet mallosiou, na rain̄t kéd a c’haou ouz-id.

20. Hôgen ma éc’h eûz kuitéet da ozac’h, ha ma oud en em zaotret ô kouska gan̄d eur goaz all ;

21. É kouézi dindân ar vallosiou-man̄ : Ra rôi ann Aotrou ac’hanod da valloz ha da skouér d’hé holl bobl ; ra lakai da vreina da vorzed ; ra goenvô ha ra darzô da gôv.

22. Ra’z ai ann doureier milliget-man̄ enn da gôv ; ra lakain̄t da gôv da goenvi ha da vorzed da vreina. Hag ar c’hrég a lavarô : Amen, amen.

23. Neûzé ar bélek a skrivô ar vallosiou-zé enn eul levr, hag hén̄ a lamô anézhô goudé gan̄d ann doureier c’houérô-brâz-zé, é péré en dévézô taolet ar vallosiou,

24. Hag hô rôi da éva d’ézhi. Pa é dévézô-hi hô c’héméret,

25. Ar bélek a gémérô eûz hé dourn ar sakrifiz a oaz, hag hé savô dirâg ann Aotrou ; hag hel lakai war ann aoter ; enn hévélep doaré koulskoudé,

26. Ma en dévézô tennet ken̄t eunn dournad eûz ar sakrifiz a dlé béza kenniget, évit béza devet war ann aoter. Hag ével-sé é rôi ann doureier c’houerô da éva d’ar vaouez.

27. Pa é dévézô hô évet, mar d-eo bét saotret, hag ô tilézel hé ozac’h mar d-eo en em rôed d’ann avoultriez, ann doureier milliget a iélô enn-hî ; hé c’hôv a goenvô, hag hé morzed a vreinô ; hag ar vaouez-zé a vézô da valloz ha da skouér d’ann holl bobl.

28. Ma n’eo két bét saotret ar vaouez, é vézô dic’haou hag é dévézô bugalé.

29. Chétu lézen ann oaz. Mar tilez eur c’hrég hé ozac’h, ha ma en em zaotr-hî ;

30. Ha mar teû ann ozac’h da véza broudet gan̄d ar spéred a oaz, ha da gâs hé c’hrég dirâg ann Aotrou ; ha mar gra ar bélek d’ézhi kémen̄d a zô bét skrivet aman̄ ;

31. Ann ozac’h a vézô difazi, hag ar c’hrég a zougô hé fallagriez.


————


VI. PENNAD.


Gwéstlou ann Nazaréed. Bennosiou ar véleien.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Piou bennâg, goâz pé vaouez, en dévézô gréat eul le évit béza san̄télet, hag a vézô falvézet d’ézhan̄ en em wéstla d’ann Aotrou,

3. A ziouérô gwîn ha kémen̄d a hell mezvi. Na évin̄t két a wîn-égr gréat gan̄t gwîn, na gan̄t braoued all é-béd ; ha na évin̄t nétrâ eûz a gémen̄t a zô tennet eûz a zûn ar rézin : na zebrin̄t na rézin névez, na rézin séac’h.

4. Enn holl zeisiou ma in̄t en em wéstlet d’ann Aotrou gan̄t lé, na zebrin̄t két eûz a gémen̄t a hell don̄t eûz ar winien, adaleg ar rézin séac’h, bétég ar markou.

5. É-pâd ann holl amzer ma vézô rannet ann Nazaréad, ann aoten na dréménô két war hé benn, kén na vézô sévénet ann holl zeisiou évit péré eo en em wéstlet d’ann Aotrou. San̄tel é vézô, hag é lézô da greski bléô hé benn.

6. É-pâd ann holl amzer eûz hé westl, na dôstai két oud eur c’horf marô ;

7. Ha n’en em zaotrô két war-lerc’h kaon̄ hé dâd, pé hé vamm, pé hé vreûr, pé hé c’hoar, ô véza ma éma gwéstlérez ann Aotrou war hé benn.

8. É-pâd ann holl zeisiou ma vézô rannet, é vézô san̄tel d’ann Aotrou.

9. Hôgen ma varv eur ré war-eunn-taol dira-z-han̄, é vézô saotret gwéstl hé benn ; lakaad a rai râk-tâl touza hé benn é deiz hé c’hlanérez, hag ivé d’ar seizved deiz.

10. Hôgen d’ann eizved deiz é kennigô d’ar bélek diou durzunel, pé diou goulmik, é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez.

11. Hag ar bélek a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén evel eur sakrifiz-losk ; hag é pédô évit-han̄, ô véza ma en deûz péc’het gan̄t ar gwél eûz ann dén marô-zé ; hag é san̄télô a-nevez hé benn enn deiz-zé.

12. Hah hén̄ a wéstlô d’ann Aotrou deisiou he rannidigez, ô kenniga eunn oan bloaz évid ar péc’hed ; enn hévélep doaré koulskoudé ma teûi ann deisiou ken̄ta da véza didalvez, ô véza ma eo bét saotret hé zan̄télez.

13. Chétu lézen gwéstl ann Nazaréad. Pa vézô tréménet ann deisiou évit péré eo en em wéstlet, ar bélek a gasô anézhan̄ é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez ;

14. Hag é kennigô hé gennig d’ann Aotrou, eunn oan bloaz dinam évid eur sakrifiz-losk, hag eunn dan̄vad bloaz dinam évid ar péc’hed, hag eunn tourz dinam évid ann hostiv a béoc’h.

15. Kenniga a rai ivé eur gést bara dic’hoell glébiet gan̄d éôl, ha kouiñou dic’hoell glébiet gan̄d éôl, ha braoued-kennig pep-hini anézhô.

16. Ar béleg a gennigô anézhô dirâg ann Aotrou, kén évid ar péc’hed, kén évid ar sakrifiz-losk.

17. Laza a rai ivé d’ann Aotrou eunn tourz ével eunn hostiv a béoc’h ; hag é kennigô enn hévéleb amzer kést ar baraou dic’hoell hag ar braoued-kennig a dlé béza rôet diouc’h ar c’hîz.

18. Neûzé pennad-bléô ann Nazaréad a zô gwestlet a vézô touzet é-tâl dôr ann tabernakl a gévrédigez ; hag ar bélek a gémérô hé vléô hag hô lakai war ann tân a vézô dindân ar sakrifiz a béoc’h.

19. Kéméroud a rai ar skoaz poaz eûz ann tourz, eunn dorz hép goell eûz ar c’havel, hag eur gouiñ dic’hoell, hag é lakai anézhô é dourn ann Nazaréad, goudé béza touzet hé benn.

20. Ann Nazaréad hô rôi adarré d’ar bélek, péhini hô savô dirâg ann Aotrou ; ha goudé béza bét san̄télet é vézin̄t d’ar bélek, ével ar poull-kaloun a zô bét gourc’hémennet hé ranna, hag ar vorzed ; goudé-zé ann Nazaréad a hellô éva gwîn.

21. Chétu lézen ann Nazaréad, pa en dévézô gwéstlet hé gennig d’ann Aotrou évid ann amzer eûz hé wéstlérez, héb ar sakrifisou all a hellô da ôber gan̄d hé zourn hé-unan. Evid en em beûr-zan̄téla, é rai kémen̄d en dôa lékéat enn hé benn da ôber évit gwéstl.

22. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

23. Lavar da Aaron ha d’hé vipien : Ével-henn é vennigot bugalé Israel, hag é léverrot d’ézhô :

24. Ra vennigô ann Aotrou ac’hanod, ha ra virô ac’hanod.

25. Ra ziskouézô ann Aotrou hé zremm d’id, ha r’en dévézô truez ouz-id.

26. Ra drôi ann Aotrou hé zremm ouz-id, ha ra rôi ar péoc’h d’id.

27. Ével-sé é c’halvin̄t va hanô war vugalé Israel, ha mé a vennigô anézhô.


————


VII. PENNAD.


Kennigou brin̄sed ar breûriézou.


1. Enn deiz é péhini en dôa Moizez peûr-c’hréat ann tabernakl, ha m’en dôé hé zavet, ma en dôé hé éôliet hag hé zan̄télet, gan̄d hé holl listri, hag ann aoter ivé gan̄d hé holl listri ;

2. Prin̄sed Israel hag ar pennou tiégez é péb breûriez, péré a c’hourc’hémenné d’ar ré a oa bét nivéret,

3. A gennigaz hô rôou dirâg ann Aotrou, c’houec’h karr gôlôet, gan̄d daouzég éjenn. Daou brin̄s a gennigaz eur c’harr, ha péb a éjenn, hag é tigaschon̄t anézhô dirâg ann tabernakl.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez :

5. Kémer-hi digan̄t-hô évit servich ann tabernakl, ha rô-hi d’al Lévited hervez ar reiz eûz hô c’harg.

6. Moizez a géméraz éta ar c’hirri hag ann éjenned, hag a rôaz anézhô d’al Lévited.

7. Daou c’harr ha pévar éjenn a rôaz da vipien Gerson, hervez ann ézomm hô dôa anézhô.

8. Ar pévar c’harr all hag ann eiz éjenn a rôaz da vipien Mérari, hervez hô c’harg hag hô servich, dindân béli Itamar, mâb Aaron, ar bélek-brâz.

9. Hôgen da vipien Kaat né rôaz na kirri nag éjenned, ô véza ma in̄t karget eûz a zervich ar san̄tuar, ha ma tougon̄t hô béac’h war hô diskoaz.

10. Ar brin̄sed a réaz éta hô c’hennig dirâg ann aoter évit sakrérez ann aoter, enn deiz é péhini é oé éôliet.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Ra gennigô pép prin̄s he rôou, pép-hini d’hé zeiz, évit sakrérez ann aoter.

12. Enn deiz ken̄ta Nahason, mâb Aminadab, eûz a vreûriez Juda, a rôaz hé gennig ;

13. Hag he gennig a oé eûr plad arc’han̄t a boézé dék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t a boézé dék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

14. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

15. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

16. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

17. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemp bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Nahason, mâb Aminadab.

18. Enn eil zeiz Natanael, mâb Suar, prin̄s eûz a vreûriez Isakar,

19. A gennigaz eur plad archan̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

20. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

21. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

22. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

23. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemp bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Natanael, mâb Suar,

24. Enn trédé deiz Éliab, mâb Hélon, prin̄s bugalé Zabulon,

25. A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

26. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

27. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk.

28. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

29. Hag évit ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig, Éliab, mâb Hélon.

30. Er pevaré deiz Élisur, mâb Sédéur, prin̄s bugalé Ruben,

31. A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

32. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

33. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

34. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

35. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz. pemb bouc’h, pemb oan bioaz. Chétu kennig Élisur, mâb Sédéur.

36. Er pempved deiz Salamiel, mâb Surisaddai, prin̄s bugalé Siméon,

37. A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

38. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

39. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

40. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

41. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Salamiel, mâb Surisaddai.

42. Er c’houec’hved deiz Éliasaf, mâb Duel, prin̄s bugalé Gâd,

43. A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄t éôl évid ar sakrifiz ;

44. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

45. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

46. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

47. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Eliasaf, mâb Duel.

48. Er seizved deiz Élisama, mâb Ammiud, prin̄s bugalé Éfraim,

49. A gennigaz eur plad archan̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

50. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

51. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

52. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

53. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Elisama, mâb Ammiud.

54. Enn eizved deiz Gamaliel, mâb Fadasur, prin̄s bugalé Manasé,

55. A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

56. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

57. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

58. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

59. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Gamaliel, mâb Fadasur.

60. Enn naved deiz Abidan, mâb Gédéon, prin̄s bugalé Ben̄jamin,

61. A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

62. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

63. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

64. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

65. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Abidan, mâb Gédéon.

66. Enn dékved deiz Ahiézer, mâb Ammisaddai, prin̄s bugalé Dan,

67. A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

68. Eul léstrik aour eûz a zék sikl leûn a ézan̄s ;

69. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

70. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

71. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemp bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Abiézer, mâb Ammisaddai.

72. Enn unnékved deiz Fégiel, mâb Okran, prin̄s bugalé Aser,

73. A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur c’hôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

74. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

75. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

76. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

77. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Fégiel, mâb Okran.

78. Enn daouzékved deiz Abira, mâb Énan, prin̄s bugalé Neftali,

79. A gennigaz eur plad arc’han̄t eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, eur chôp arc’han̄t eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t, hervez poéz ar san̄tuar, ha leûn hô-daou a vleûd glépiet gan̄d éôl évid ar sakrifiz ;

80. Eul léstrik aour eûz a zék sikl, leûn a ézan̄s ;

81. Eunn éjenn eûz ann tropel, hag eunn tourz, hag eunn oan bloaz évid ar sakrifiz-losk ;

82. Eur bouc’h évid ar péc’hed ;

83. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, daou éjenn, pemp tourz, pemb bouc’h, pemb oan bloaz. Chétu kennig Ahira, mâb Énan.

84. Chétu éta ar péz a oé kenniget gan̄t prin̄sed Israel évit sakrérez ann aoter, enn deiz é péhini é oé éôliet : daouzek plad arc’han̄t, daouzék kôp arc’han̄t, daouzék léstrik aour ;

85. Pép plad arc’han̄t ô véza eûz a zék sikl ha c’houec’h ugen̄t, ha pép kôp eûz a zék sikl ha tri-ugen̄t ; enn hévélep doaré ma poézé kevret ann holl listri arc’han̄t daou vil sikl ha pévar c’han̄t, hervez poéz ar san̄tuar ;

86. Daouzék léstrik aour leûn a ézan̄s, ha pép-hini eûz a zék sikl, hervez poéz ar san̄tuar ; da lavaroud eo enn-holl c’houec’h-ugen̄t sikl aour ;

87. Evid ar sakrifiz-losk, daouzég éjenn eûz ann tropel, daouzék tourz, daouzég oan bloaz, gan̄d hô braoued-kennig ; daouzék bouc’h évid ar péc’hed.

88. Hag évid ar sakrifiz a béoc’h, pévar éjenn war-n-ugen̄t, tri-ugen̄t tourz, tri-ugen̄t bouc’h, tri-ugen̄t oan bloaz. Ar ré-zé eo kennigou sakrérez ann aoter, pa oé éôliet.

89. Ha p’az éa Moizez é tabernakl ar gévrédigez, évit goulenn kuzul digan̄d ann orakl, é klevé ar vouéz eûz ann hini a gomzé out-han̄ eûz ar goulc’her péhini a oa war arc’h ann desténi étré ann daou chérubin, a béléac’h é komzé out Moizez.


————


VIII. PENNAD.


Eûz ar chan̄toler hag eûz ar c’hleûzeûriou. Sakrérez al Lévited.


1. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz oud Aaron, ha lavar d’ézhan̄ : P’az pézô lékéat ar seiz kleûzeûr, é savi ar c’han̄toler war-zû ar c’hrésteiz. Gourc’hémenn éta pénaoz ar c’hleûzeûriou péré a zô lékéat war-zû ann han̄ter-nôz a zellô out taol ar bara kennig, ô véza ma tléon̄t goulaoui al léac’h a zô dirâg ar c’han̄toler.

3. Ével-sé é réaz Aaron, hag é lékéaz ar c’hleûzeûriou war ar c’han̄toler, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

4. Hôgen chétu pénaoz é oa gréat ar c’han̄toler : a aour skôet gan̄d ar morzol é oa holl, kenn ar walen anézhan̄, kenn ann holl varrou a zavé a bép tû ; Moizez en dôa gréat ar c’han̄toler diouc’h ar skouér en dôa ann Aotrou diskouézet d’ézhan̄.

5. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

6. Kémer al Lévited eûz a greiz bugalè Israel, ha glan-hi,

7. Hervez al lîd-man̄ : gan̄d dour glanérez é sparfi anézhô, hag hî a douzô holl vléô hô c’horf. Ha goudé m’hô dévézô gwalc’het hô diḻad, ha m’hô dévézô en em c’hlanet,

8. Kémérin̄t eunn éjenn eûz ann tropel, hag évit braoued-kennig bleûd glépiet gan̄d éôl ; té a gémérô ive eunn éjenn all eûz ann tropel évid ar péc’hed ;

9. Hag é likii al Lévited da dôstaat dirâk tabernakl ar gévrédigez, goudé béza dastumet holl vugalé Israel. (T).

10. Pa vézô al Lévited dirâg ann Aotrou, bugalé Israel a lakai hô daouarn war-n-ézhô ;

11. Hag Aaron a gennigô al Lévited, ével eur rô a ra bugalé Israel d’ann Aotrou, évit ma servichin̄t anézhan̄ enn hé zervich.

12. Al Lévited a lakai ivé hô daouarn war benn ann éjenned, a béré é kennigi unan évid ar péc’hed, hag égilé evid eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou, évid ma pédi évit-hô.

13. Lakaad a rî goudé al Lévited dirâg Aaron hag hé vipien, hag é sakri anézhô, goude béza hô c’henniget d’ann Aotrou ;

14. Hag é ranni anézhô eûz a douez bugalé Israel, évit ma vézin̄t d’in.

15. Ha goudé-zé éz ain̄t é tabernakl ar gévrédigez, évit va zervicha. Hag ével-sé é c’hlani hag é sakri anézhô ével eur c’hennig d’ann Aotrou : ô véza ma in̄t bét rôet d’in ével eur rô gan̄t bugalé Israel.

16. Hô c’héméret em eûz évid ar ré gen̄ta-ganet eûz a Israel, péré hô deûz digoret kôv hô mamm.

17. Râg ar ré gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel a zô d’in, kenn ann dûd, kenn al loéned. Mé em eûz hô san̄télet d’in, enn deiz é péhini em eûz skôet gan̄t kémen̄t ken̄ta-ganet eûz ann Éjipt ;

18. Ha mé em eûz kéméret al Lévited évid ar ré holl gen̄ta-ganet eûz a vugalé Israel.

19. Ha mé em eûz hô rôet da Aaron ha d’hé vipien eûz a greiz ar bobl, évit ma zervichin̄t ac’hanoun é tabernakl ar gévrédigez é léac’h Israel, ha ma pédin̄t évit-hô ; gan̄d aoun na zeûjé eur gouli war ar bobl, mar kréd tôstaad oud ar san̄tuar.

20. Moizez hag Aaron, hag holl strollad bugalé Israel, a réaz éta é-kén̄ver al Lévited kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

21. Hag hî a oé glanet, hag hî a walc’haz hô diḻad. Hag Aaron a zavaz anézhô dirâg ann Aotrou hag a bédaz évit-hô,

22. Évit, goudé béza bét glanet, ma’z afen̄t é tabernakl ar gévredigez, évid ôber hô c’harg dirâg Aaron hag hé vipien. Ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez é-kenver al Lévited, ével-sé é oé gréat. (T).

23. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

24. Chétu aman̄ al lézen évid al Lévited : Adalek pemp ploaz war-n-ugen̄t hag ouc’h-penn, éz ain̄t ébarz ann tabernakl évid ôber hô c’harg.

25. Ha pa hô dévézô han̄ter-kan̄t vloaz krenn, éc’h éhanin̄t da zervicha.

26. Skoazia a rain̄t hep-kén hô breûdeûr é tabernakl ar gévrédigez, évit mirout ar péz a zô bet fisiet enn-hô ; hôgen na rain̄t mui hô c’harg. Chétu pétrâ a likii dindân garg al Lévited.


————


IX. PENNAD.


Eil bask. Peûl koabr ha peûl tân.


1. Ann eil vloaz goudé ma oa deûed ar bobl er-méaz eûz a vrô ann Éjipt, hag er c’hen̄ta mîz, ann Aotrou a gomzaz oud Moizez, é distrô Sinai, ô lavarout :

2. Ra rai bugalé Israel ar Pask enn hé amzer,

3. D’ar pévarzékved deiz eûz ar mîz-man̄ war ar pardaez, hervez ann holl lidou hag ann holl gémennou.

4. Ha Moizez a c’hourc’hémennaz da vugalé Israel ôber ar Pask.

5. Hag hî a réaz ar Pask enn hé amzer, ar pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez, war vénez Sinai. Bugalé Israel a réaz kémen̄t trâ ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

6. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz lôd eûz ar ré a oa deûet da véza dic’hlan, évit béza tostéet oud eur c’horf-marô, ha péré na hellchon̄t két ôber ar Pask enn deiz-zé, a iéaz da gaout Moizez hag Aaron,

7. Hag a lavaraz d’ézhô : Dic’hlan omp évit béza tôstéet oud eur c’horf-marô ; pérâg né vemp-ni két lézet évit-sé (T) kenniga enn hé amzer ar c’hennig d’ann Aotrou é-mesk bugalé Israel ?

8. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Choumid enn hô sâ, ha mé a ia da c’houlenni ali digan̄d ann Aotrou évit gouzout pétrâ a c’hourc’hémennô diwar hô penn.

9. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

10. Lavar da vugalé Israel : Mar d-eo dic’hlan eunn dén eûz hô pobl évit béza tôstéet oud eur c’horf-marô, pé mar d-éma enn hen̄t pell-brâz, graet Pask ann Aotrou

11. Enn eil miz, d’ar pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez ; hé zibri a rain̄t gan̄t bara dic’hoell ha lezégézou c’houéz ;

12. Na lézint nétrâ eûz anézhan̄ bétég ar min̄tin, ha na dorrin̄t két hé eskern ; holl lidou ar Pask a virin̄t.

13. Hôgen ann dén a vézô glân, ha na vézô két enn hen̄t, ha na rai két koulskoudé ar Pask, a vézô gwastet eûz a greiz hé bobl, ô véza n’en deûz két enn hé amzer kenniget ar sakrifiz d’ann Aotrou ; dougen a rai hé-unan hé béc’hed.

14. Ma en em gav enn hô touez ergerzerien ha diavésidi, é rain̄t ivé ar Pask d’ann Aotrou hervez hé lidou hag hé lézennou. Ann hévélep kélen a vézô gan-é-hoc’h, kenn évid ann diavésidi, kenn évid tûd ar vrô.

15. Enn deiz éta é péhini é oé savet ann tabernakl, é oé gôlôet gan̄d eur goabren ; hôgen adaleg ar pardaez bétég ar min̄tin éz oa war ann telt ével eur wélédigez dân.

16. Ével-sé é c’hoarvézé bépréd : é-pâd ann deiz eur goabren a c’hôlôé anézhan̄, hag é-pâd ann nôz ével eur wélédigez dân.

17. Pa en em denné ar goabren diwar ann tabernakl, neûzé bugalé Israel en em lékéa enn hen̄t, hag el léac’h ma choumé a za ar goabren, énô é steñen̄t hô c’hamp.

18. Hervez gourc’hémenn ann Aotrou en em lékéen̄t enn hen̄t, hag hervez hé c’hourc’hémenn é stéñen̄t ann tabernakl. É-pâd ann holl zeisiou ma arzaôé ar goabren war ann tabernakl, é choumen̄t enn hévélep léac’h.

19. Ma c’hoarvézé gan̄d ar goabren choum pell-amzer war ann tabernakl, bugalé Israel a ioa war c’héd d’ann Aotrou, ha n’en em lékéen̄t két enn hen̄t,

20. É-pâd ann holl zeisiou ma choumé ar goabren war ann tabernakl. Hervez gourc’hémenn ann Aotrou é steñen̄t hô zeltou, hag hervez hé c’hourc’hémenn é tisteñen̄t anézhô.

21. Mar d-oa choumet ar goabren adaleg ar pardaez bétég ar min̄tin, ha ma’z éa-kuît diwar ann tabernakl da darz-ann-deiz, en em lékéen̄t enn hen̄t râk-tâl ; ha goudé eunn deiz hag eunn nôz pa zeûé d’én em denna, e plégen̄t hô zeltou.

22. Mar choumé ar goabren war ann tabernakl a-héd daou zeiz pé eur miz, pé c’hoaz pelloc’h, bugalé Israel a choumé ivé enn hévélep léac’h, ha n’az éan̄t két enn hen̄t ; hôgen kerken̄t ha ma en em denné diwar ann tabernakl, é saven̄t ar c’hamp.

23. Dioc’h gér ann Aotrou é tisplégen̄t hô zeltou, ha dioc’h hé c’hér en em lékéan̄t enn hen̄t ; hag hî a ioa war c’héd d’ann Aotrou, hervez hé c’hourc’hémenn dré c’hénou Moizez.


————


X. PENNAD.


Diwar-benn son ann drompiḻou arc’han̄t. Ann Israélited a ia-kuît eûs a zistrô Sinai.


1. Aon Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Grâ évid-od diou drompiḻ arc’han̄t gréat gan̄d ar morzol, gan̄t péré é helli dastumi ann holl bobl pa vézô réd sével ar c’hamp.

3. Ha p’az pézô lékéat da zeni ann drompiḻou-zé, ann holl bobl en em zastumô war da drô é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez.

4. Ma na zonez néméd eur wéach, é teûi d’az kavout prin̄sed ha pennou Israel.

5. Hôgen mar sonez pelloc’h-amzer, ha mar d-eo skiltroc’h ar son, é savô da gen̄ta hô c’hamp ar ré a zô war-zû ar sâv-héol.

6. Da eil zon ann drompiḻ, ha pa glévin̄t eunn (T) trouz hen̄vel oud ann trouz ken̄ta, ar ré a zô war-zû ar c’hrésteiz a blégô hô zeltou ; hag ar ré all a rai ann hévélep trâ, pa zonô trompiḻou ann diskampérez.

7. Hôgen pa vézô réd dastumi ar bobl, é vézô kompez son ann drompiḻou, ha na zonin̄t két skiltr.

8. Ar véleien, mipieo Aaron, a zonô ann drompiḻou ; al lézen-zé a vézô peûr-baduz enn hô kwennou.

9. Mar d-it er-méaz eûz hô prô évit brézélékaat oud hoc’h énébourien péré a stourm ouz-hoc’h, é réot eur son skiltr gan̄d ann drompiḻou, hag ann Aotrou hô Toué en dévézô koun ac’hanoc’h, évid hô tenna eûz a zaouarn hoc’h énébourien.

10. Pa réot banvez, pa lidot deisiou goél, pé ann deisiou ken̄ta eûz ar misiou, é sonot ann drompiḻou war ar sakrifisou-losk ha war ann hostivou a béoc’h, évit ma vézin̄t da goun d’é-hoc’h eûz hô Toué. Mé zô ann Aotrou, hô Toué.

11. Enn eil vloaz, enn eil viz, enn ugen̄tved deiz eûz ar mîz, é savaz ar goabren diwar dabernakl ar gévrédigez ;

12. Ha bugalé Israel a iéaz enn hen̄t, eûz a zistrô Sinai, hervez hô ban̄dennou, hag ar goabren a arzaôaz é distrô Faran.

13. Hag ar ré a zavaz da gen̄ta hô c’hamp, hervez gourc’hémenn ann Aotrou dré c’hénou Moizez,

14. A oé mipien Juda, hervez hô ban̄dennou, a béré édô prin̄s Nahason, mâb Aminadab.

15. Natanael, mâb Suar, a oa prin̄s breûriez mipien Isakar,

16. Éliab, mâb Hélon, a oa prin̄s breûriez Zabulon.

17. Hag ô véza bét disteñet ann tabernakl, mipien Gerson ha Mérari a zougaz anézhan̄, hag a iéaz enn hen̄t.

18. Mipien Ruben a iéaz goudé, hervez hô ban̄dennou hag hô reiz ; Hélisur, mâb Sédéur, a oa da brin̄s d’ézhô.

19. Salamiel, mâb Surisaddai, a oa prin̄s breûriez mipien Siméon.

20. Éliasaf, mâb Duel, a oa prin̄s breûriez Gad.

21. Ar C’haatited a iéaz goudé, ô tougen ar san̄tuar ; dougen a réad ann tabernakl, kén na vijed deûet d’al léac’h é péhini é tlié beza savet.

22. Mipien Éfraim a zavaz ivé hô c’hamp, hervez hô ban̄dennou, hag Élisama, mâb Ammiud, a oa da brin̄s d’ézhô.

23. Gamaliel, mâb Fadasur, a oa prin̄s breûriez mipien Manasé.

24. Abidan, mâb Gédéon, a oa prin̄s breûriez Ben̄jamin.

25. Ar ré zivéza eûz ann holl c’hampou péré én em lékéaz enn hen̄t, eo mipien Dan ; mon̄t a réjon̄t hervez hô ban̄dennou, hag Ahiézer, mâb Ammisaddai, a oa da brin̄s d’ézhô.

26. Fégiel, mâb Okran, a oa prin̄s breûriez Aser.

27. Ahira, mâb Enan, a oa prin̄s breûriez Neftali.

28. Chétu reiz kampou bugalé Israel hervez hô ban̄dennou, pa en em lékéan̄t enn hen̄t.

29. Neûzé Moizez a lavaraz da Hobab, mâb Ragel, ar Madianitad, hé gar-nés : Mon̄d a réomp d’al léac’h a dlé rei ann Aotrou d’é-omp ; deûz gan-é-omp, évit ma raimp vâd d’id ; râg ann Aotrou en deûz lavaret é rôjé madou da Israel.

30. Hag Hobab a lavaraz d’ézhan̄ : N’az inn két gan-éz ; hôgen distrei a rinn em brô, e péhini ounn bét ganet.

31. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : N’hon dilez két ! râk té a oar é pé lec’hiou é tléomp sével hor c’hamp enn distrô, ha té a vézô da réner d’é-omp.

32. Ha pa vézi deûet gan-é-omp, é rôimp d’id ar gwella eûz a gémen̄d vâd a rôi ann Aotrou d’é-omp.

33. Mon̄d a réjon̄d éta eûz a vénez ann Aotrou, hag é kerzchon̄t é-pâd tri dervez ; hag arc’h kévrédigez ann Aotrou a iéa enn hô raok, ô verka al léac’h é péhini é tlien̄t kampa héd ann tri deiz-zé.

34. Koabr ann Aotrou a oa ivé war-n-ézhô héd ann deiz épad ma kerzent. (M).

35. Ha pa zaved ann arc’h, é lavaré Moizez : Saô, Aotrou ; ra vézô skiñet da énébourien, ha ra dec’hô dira-z-od ar ré a gasa ac’hanod.

36. Ha pa vézé diazézet ann arc’h, é lavaré : Distrô, Aotrou, étrézek niver-brâz armé Israel.


————


XI. PENNAD.


Krôz ann Israélited. Doué a lavar dibaba dék dén ha tri-ugen̄t évit skoazia Moizez.


1. Koulskoudé é savaz krôz é-touez ar bobl a-éneb ann Aotrou, ô véza (T) ma klemmchen̄t eûz hô skuizder. Ha pa glevaz ann Aotrou kémen̄t-sé, éz éaz drouk enn-han̄. (T). Hag eunn tan kaset gan̄d ann Aotrou a grogaz enn hô zouez hag a zevaz béven ar champ.

2. Hag ar bobl ô véza garmet out Moizez, Moizez a bédaz ann Aotrou, hag ann tân a vougaz.

3. Hag hén̄ a hanvaz al léac’h-zé Tân-gwall, ô véza ma oa bét kroget énô tân ann Aotrou enn hô énep.

4. Rag eur van̄den tudigou a oa en em mesket gan̄t-hô, hag a oa deûet war hô lerc’h, hô doé eur c’hoan̄t direiz ; éc’h azézchon̄t enn eur wéla, ha mipien Israel ô véza en em unanet gan̄t-hô, é léverchon̄t : Piou a rôi d’é-omp kîk da zibri ?

5. Koun hon eûz eûz ar pésked a zebremp enn Éjipt évit nétrâ ; don̄d a ra enn hor spéred ar c’hokombrez, ar mélon̄s, ar pour, ann ouñoun, hag ar c’hiñen.

6. Gwévet eo hon éné, hon daoulagad na wélon̄t nétrâ némét Mann.

7. Hôgen ar Mann a oa hén̄vel oud hâd korian̄der, hag eûz a liou ar bdellion.

8. Ar bobl a iéa war-drô hag a zastumé anézhan̄ ; neûzé é valé anézhan̄ dindân ar méan-vilin, pé é vrévé anézhan̄ enn eul léstr-brév ; hé lakaad a réa da boaza enn eur pôd, hag é réa gan̄t-han̄ tourtellou péré hô dôa ar vlâz ével eûz a vara glépiet gan̄d éôl.

9. Ha pa gouézé ar glîz war ar c’hamp é-pâd ann nôz, é kouézé ivé ar Mann.

10. Moizez éta a glevaz ar bobl ô wéla, pép-hini é-touez hé dûd hag é-tâl hé delt. Ha neûzé ann Aotrou a zavaz drouk enn-han̄ (T) ; ha Moizez a oé gwall c’hlac’haret gan̄t kémen̄t-sé. (T).

11. Hag hén̄ a lavaraz d’ann Aotrou : Pérâg éc’h eûs-té glac’haret da zervicher ? Pérâk na gavann-mé két trugarez dira-z-od ? Ha pérâg éc’h eûs-té lékéat poéz ann holl bobl-zé war-n-oun ?

12. Ha mé eo em eûz en̄géhen̄tet ann holl dûd-zé, pé em eûz hô ganet, évit ma liviri d’in : Doug-hi war da galoun, ével ma eo boazet eur vagérez da zougen hé bugel, ha kâs anézhô d’ann douar em eûz gwésltet gân̄t lé da rei d’ézhô ?

13. Péléac’h éma ar c’hîg a helfenn da rei da gémen̄d all a dûd ? Gwéla a réon̄t a-énep d’in, ô lavarout : Rô d’é-omp kîk da zibri.

14. N’hellann két dougen va-unan ar bobl-zé, rak ré bounner eo évid-oun.

15. Hôgen ma n’eo két da ioul, é pédann ac’hanod d’am lakaat da vervel ha da rei grâs d’in dirâk da zaoulagad, évit na vézinn két glac’haret gan̄t kémen̄d a boan.

16. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Dastum d’in dék dén ha tri-ugen̄t eûz a hénaoured Israel, péré a anavézi ével ar ré gôsa, hag ar ré zeskéta eûz ar bobl, hag é kasi anézhô é-tâl tabernakl ar gévrédigez, hag hô likii da choum énô gan-éz.

17. Ha mé a ziskennô énô évit komza ouz-id ; hag é kémérinn eûz da spéred, hag é rôinn anézhan̄ d’ézhô, évit ma tougin̄t gan-éz béac’h ar bobl, ha na vézi két karget da-unan.

18. Lavaroud a rî ivé d’ar bobl : En em zan̄télit ; war-c’hoaz é tebrot kik ; râk mé em eûz hô klevet, ô lavarout : Piou a rôi kîk d’é-omp da zibri ? Mâd é oamp enn Éjipt. Ann Aotrou éta a rôi d’e-hoc’h kîk da zibri ;

19. Nann évid eunn deiz, nag évid daou zeiz, nag évit pemp deiz, nag évid dék deiz, nag évit ugen̄t deiz,

20. Hôgen é-pâd eur mîz a zeisiou, kén na zeûi er-méaz eûz hô tifron, ha ma trôi é heûg d’é-hoc’h ; ô véza ma hoc’h eûz distolet ann Aotrou péhini a zô enn hô kreiz, ha ma hoc’h eûz gwélet dira-z-han̄, ô lavarout : Pérâg omp-ni deûet er-méaz eûz ann Éjipt ?

21. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : Eûz a c’houec’h kan̄t mil dén war droad eo ar bobl-man̄ ; hag é lévérez : Rei a rinn d’ézhô kik da zibri é-pâd eur miz héd-da-héd.

22. Ha lazet é vézô eunn niver brâz a zén̄ved hag a éjenned, évit ma vézô a-walc’h évid hô boéta ? Ha dastumet é vézô holl bésked ar môr évit rei d’ézhô ho gwalc’h ? (T).

23 Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Ha dic’halloud eo dourn ann Aotrou ? Bréma é wéli hag é vézô gréat hervez a lavarann. (T).

2i. Moizez a zeûaz éta, hag a lavaraz d’ar bobl ar péz en dôa lavaret (T) ann Aotrou ; hag ô véza dastumet dék dén ha tri-ugen̄t eûz a hénaoured Israel, é lékéaz anézhô war-drô d’ann tabernakl.

25. Neûzé ann Aotrou a ziskennaz enn eur goabren hag a gomzaz out Moizez ; hag ô kémérout eûz ar spéred a oa enn hé-man̄, hé rôaz d’ann dék dén ha tri-ugen̄t. Ha pa oé en em arzaôet ar spéred war-n-ézhô, é tiouganchon̄t, hag é réjon̄t bépréd abaoé.

26. Hôgen daou eûz ann dûd-zé a oa choumet er c’hamp, a béré unan a oa hanvet Eldad, hag égilé Médad ; hag ar spéred a arzaôaz war-n-ézhô ; râg hî ivé a oa bét skrivet hô hanô ; hôgen né oan̄t két éat war-drô d’ann tabernakl.

27. Ha pa ziouganen̄t er c’hamp, é tirédaz eunn dén-iaouan̄k, hag a lavaraz da Voizez : Eldad ha Medad a ziougan er c’hamp.

28. Râk-tâl Jozué, mâb Nun, ministr Moizez, ha dibabet é-touez kalz ré all, a lavaraz : Moizez, va Aotrou, harz out-hô.

29. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg oud-dé oazuz enn abek d’in ? A-ioul ma tiouganfé ann holl bobl, ha ma rôjé ann Aotrou hé spéred d’ézhô !

30. Ha Moizez a zistrôaz d’ar champ gan̄d hénaoured Israel.

31. Neûzé eunn avel kaset gan̄d ann Aotrou ô véza dizouget koaḻed eûz ann tû all d’ar môr, hô c’hasaz er c’hamp ha war-drô d’ar c’hamp, war-héd eunn dervez kerzed ; hag hî a niché enn éar war-héd daou ilinad eûz a c’horré ann douar.

32. Ar bobl a zavaz éta, hag a zasturaaz é-pâd ann deiz-zé, hag ann nôz hé-c’houdé, hag an̄trônôz kémen̄d a goaḻed ma hô dôé, ar ré hô dôa ann nébeûta, dék muzul anézhô ; hag hî hô lékéaz da zéc’ha trô-war-drô d’ar c’hamp.

33. Edô c’hoaz ar c’hîg oud hô den̄t, ha n’hô dôa két debret ar boéd-zé, pa zavaz frouden ann Aotrou oud ar bobl, hag é skoaz war-n-ézhô eur gouli brâz-meûrbéd.

34. Hag al léac’h-zé a oé hanvet Bésiou ar gwall-ioul ; râg énô é oé béziet ar bobl en dôa ioulet kik. Hôgen ô véza éat-kuît eûz a Vésiou ar gwall-ioul, é teûjon̄t da Hasérot, hag é choumchon̄t énô.


————


XII. PENNAD.


Mari skôet gan̄d al lovren̄tez.


1. Hôgen Mari hag Aaron a gomzaz a-énep Moizez, enn abek d’he c’hrég a oa Etiopiadez,

2. Hag a lavaraz : Ha dré Voizez hép-kén en deûz-hén̄ komzet ann Aotrou ? Ha n’en deûz-hén̄ kéd ivé komzet ouz-omp ? Pa glevaz ann Aotrou kémen̄t-sé,

3 (Rak Moizes a oa ann habaska eûz ann holl dûd a choumé war ann douar),

4. É lavaraz râk-tâl da Voizez ha da Aaron ha da Vari : It c’houi hô trî hép-kén d’ann tabernakl a gévrédigez. Ha pa oen̄t éat dî,

5. Ann Aotrou a ziskennaz er peûl koabr, hag ô sével é-tâl dôr ann tabernakl, é c’halvaz Aaron ha Mari. Pa oé deûet ar ré-man̄,

6. É lavaraz d’ézhô : Sélaouit va geriou : Mar béz enn hô touez eur profed d’ann Aotrou, en em ziskouézinn d’ézhan enn eur wélédigez, pé é komsinn out-han̄ dré hé gousk.

7. Hôgen né két ével-sé é-ken̄ver Moizez va zervicher, péhini a zô féal-brâz em holl dî.

8. Rak mé a goms out-han̄ a c’hénou-é-génou ; hag hén̄ a wél ann Aotrou splann, nann dindân lavariou gôlôet ha dindân doaréou. Pérâg éta n’hoc’h eûz-hu két bét a aoun ô drouk-komza diwar-benn va zervicher Moizez ?

9. Hag ann Aotrou ô véza éat drouk enn-han̄ out-hô a iéaz kuit. (T).

10. Hsg enn hévéleb amzer ar goabren a oa é-tâl dôr ann tabernakl en em dennaz kuit, ha chétu Mari a oé gwélet gwenn a lovren̄tez ével ann erc’h. Ha pa en dôé Aaron hé gwélet, hag hî gôlôet a lovren̄tez,

ïl. É lavaraz da Voizez : Mé az péd, Aotrou, na zav két enn hon énep ar péc’hed-zé hon eûz gréat dré follen̄tez ;

12. Ha na zeûet két hou-man̄ ével eunn dén-marô, hag ével eur sioc’han a doleur er-méaz eûz a gôv hé vamm. Chétu a-vréman̄ eo debret gan̄d al lovren̄tez ann han̄ter eûz hé c’horf.

13. Neûzé Moizez a c’harmaz oud ann Aotrou, ô lavarout : Va Doué, mé az péd, plijet gan-éz paréa anézhi.(T).

14. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Ma en défé hé zâd skôpet oud hé dremm, ha na vijé két bet dléet d’ézhi choum é-pâd seiz dervez da-vihana gôlôet a vez ? Ra vézô pelléet éta diouc’h ar c’hamp é-pâd seiz dervez, ha goudé-zé é vézô galvet.

15. Mari éta a oé pelléet diouc’h ar c’hamp é-pâd seiz dervez ; hag ar bobl n’az éaz két kuit eûz al léac’h-zé kén na oé asgalvet Mari.


————



XIII. PENNAD.


Moizez a gâs tûd évid anaoud ann douar gwéstlet.


1. Hôgen ar bobl a iéaz-kuît eûz a Hasérot, hag a zisplégaz hé deltou é distrô Faran ;

2. Hag énô é komzaz ann Aotrou out Moizez, ô lavarout :

3. Kâs tûd évid anaout douar Kanaan, a dléann da rei da vugalé Israel, tûd eûz ar ré gen̄ta eûz a béb breûriez.

4. Moizez a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄, hag é kasaz eûz a zistrô Faran tûd eûz ar ré gen̄ta, a béré chétu ann hanvou :

5. Eûz a vreûriez Ruben, Sammua, mâb Zékur.

6. Eûz a vreûriez Siméon, Safat, mâb Huri.

7. Eûz a vreûriez Juda, Kaleb, mâb Jéfoné.

8. Eûz a vreûriez Isakar, Igal, mâb Jozef.

9. Eûz a vreûriez Éfraim, Oséé, mâb Nun.

10. Eûz a vreûriez Ben̄jamin, Falti, mâb Rafu.

11. Eûz a vreûriez Zabulon, Gaddiel, mâb Sodi.

12. Eûz a vreûriez Jozef, eûz a vreûriez Manasé, Gaddi, mâb Susi.

13. Eûz a vreûriez Dan, Ammiel, mâb Gémalli.

14. Eûz a vreûriez Aser, Stur, mâb Mikael.

15. Eûz a vreûriez Neftali, Nahabi, mâb Vapsi.

16. Eûz a vreûriez Gad, Guel, mâb Maki.

17. Chétu hanvou ann dûd a gasaz Moizez évid anaoud ann douar ; hag é rôaz da Oséé, mâb Nun, ann hanô a Jozué.

18. Moizez éta hô c’hasaz évid anaout douar Kanaan, hag é lavaraz d’ézhô : Piñit war-zû ar c’hrésteiz ; ha pa viot deûet d’ar ménésiou,

19. Evésait pétrâ eo ann douar-zé ; pétrâ eo ar bobl a choum enn-han̄ ; mar d-eo kré pé gwân ; ma éz eûz kalz pé nébeûd anézhan ;

20. Mar d-eo mâd pé fall ann douar ; mar d-eo môgériet, pé na d-eo két ar c’heriou ;

21. Mar d-eo drûz pé distu ann douar ; mar d’eo koadek pé digoadek. Bézit kalounek, ha digasit d’é-omp eûz a frouez ann douar. Hôgen béz’ é oa neûzé ann amzer é péhini é hellet dibri ar rézin gen̄ta.

22. Goudé ma oen̄t piñet, éc’h évésachon̄t oc’h ann douar, adaleg distrô Sin, bété Rohob, war harzou brô Émat.

23. Hag éz éjon̄t war-zû ar c’hrésteiz, hag é teûjon̄t da Hébron, é pé-léac’h édô Akiman, ha Sisai, ha Tolmai, mipien Énak ; rag Hébron a zô bét savet seiz vloaz abarz Taniz, kéar eûz ann Éjipt.

21. Hag ô véza éat béteg ar froud hanvet Bôd-rezin, é trouc’hchon̄t eur skourr gwini gan̄d hé vôd-rezin a oé douget gan̄t daou zen war eur varren. Kémérout a réjont ivé avalou-grénadez ha fiez eûz al léac’h-zé,

25. A oé hanvet Néhéleskol, da lavaroud eo, froud ar bôd-rezin, ô véza m’hô dôa bugalé Israel digaset ac’hanô ar bôd-rezin-zé.

26. Ar ré a oa éat da wélout douar Kanaan, a zistrôaz a-benn daou-ugent dervez, goudé béza gréat trô ar vrô gan̄t-hô (T) ;

27. Hag é teûjon̄t da gavout Moizez hag Aaron, hag holl strollad bugalé Israel é distrô Faran war-zû Kadez. Hag ô véza danévellet pép-trâ d’ézhô ha d’ann holl bobl, é tiskouézchon̄t d’ézhô frouez ann douar ;

28. Hag é komzchon̄t out-hô, ô lavarout : Bét omp enn douar da béhini hoc’h eûz hor c’haset, é péhini évit-gwir é tivér al léaz hag ar mél, é-c’hîz ma helleur hé anaout dré ar frouez-man̄.

29. Hôgen ann dûd a choum enn-han̄ a zô eûz ar gréva, hag hî hô deûz keriou brâz ha môgériet. Gwenn Énak hon eûz gwélet énô.

30. Amalek a choum étrézég ar c’hrésteiz : ann Hétéed, hag ar Jébuzéed, hag ann Amorréed e brôiou ar ménésiou, hag ar C’hananéed a choum léz ar môr hag a-héd ster ar Jourdan.

31. Koulskoudé Kaleb évid habaskaat krôz ar bobl a zavé a-énep Moizez, a lavaraz : Déomp, ha kéméromp ar vrô-zé, râg hé c’hémérout a hellomp.

32. Hôgen ar ré all a oa bét gant-han̄ a lavaré : Na hellomp két mon̄t a-éneb ar bobl-zé, râk kréoc’h eo éged-omp.

33. Hag hî a wall-vrudaz, dirâk bugalé Israel, ar vrô hô dôa gwélet, ô lavarout : Ann douar hon eûz kerzet ébars a zebr ar ré a choum enn-han̄ ; ar bobl hon eûz gwélet enn-han̄ a zô hé vent brâz-meûrbed. (M).

34. Gwélet hon eûz énô tûd disneûz, mipien Enak eûz a wenn al lan̄gouinéien ; hag enn hô c’hichen né oamp ni hén̄vel némed out kiḻeien-raden.


————


XIV. PENNAD.


Krôz ann Israelited. Doué a gastiz ar grôzerien.


1. Neûzé ar bobl holl en em lékéaz da c’harmi, hag a wélaz héd ann nôz ;

2. Hag holl vugalé Israel a grôzaz a-énep Moizez hag Aaron. ô lavarout :

3. Plijet gan̄d Doué é vemp bét marô enn Éjipt ; ha plijet gan̄t-han̄ é teûjemp da zizeria enn distrô brâz-man̄, ha n’hol lakajé két da von̄t enn douar-zé, gan̄d aoun na vemp diskaret gan̄d ar c’hlézé, ha na vé kaset hor gragez hag hor bugalé é sklavérez. Ha né két gwell distrei d’ann Éjipt ?

4. Hag hî a lavaraz ann eil d’égilé : Lékéomb unan da benn d’é-omp, ha distrôomp d’ann Éjipt.

5. Moizez hag Aaron ô véza klevet kémen̄t-sé, en em strin̄kaz d’ann douar dirâg ann holl strollad eûz a vugalé Israel.

6. Hôgen Jozué, mâb Nun, ha Kaleb, mâb Jéfoné, péré hô dôa ivé ardamézet ann douar-zé, a rogaz hô diḻad,

7. Hag a lavaraz da holl strollad bugalé Israel : Ann douar a béhini hon eûz gréat ann drô a zô mâd-meûrbed.

8. Mar d-eo trugarézuz ann Aotrou enn hor c’hén̄ver, hol lakai da von̄d ébarz, hag é rôi d’é-omp ann douar-zé, é péhini é réd al léaz hag ar mél.

9. Na zavit két a-éneb ann Aotrou, ha n’hô pézet kéd a aoun râk pobl ann douar-zé ; râk ni a hell hî loun̄ka ével eunn tamm bara ; pelléat eo pép skoazel diout-hô ; éma ann Aotrou gan-é omp ; n’hô pézet két a aoun.

10. Pa c’harmê ann holl strollad, ha pa fellé d’ézhô hô labéza, gloar ann Aotrou en em ziskouézaz war dôen ann arc’h a gévrédigez, dirâg holl vugalé Israel.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Bété pégeit é tirogô ar bobl-zé ac’hanoun ? Bété pégeit na grédô két d’in, goudé ann holl vurzudou em eûz gréat dira-z-hô ?

12. Bosen éta a gasinn d’ézhô, hag hô c’hasinn-da-gét ; hôgen mé az lakai da benn da eur vrôad vrâz ha kréoc’h égéd hou-man̄.

13. Ha Moizez a lavaraz d’ann Aotrou : Felloud a ra éta d’id ma klevô ann Éjiptianed, eûz a greiz péré éc’h eûz tennet ar bobl-man̄,

14. Hag ar ré a choum er vrô-man̄, péré hô deûz klevet, Aotrou, pénaoz émoud é-kreiz ar bobl-man̄, pénaoz oud gwélet énô dremm ouc’h dremm, pénaoz da goabren a ziwall anézhô, ha pénaoz e kerzez enn hô raok enn eur peûl koabr é-pâd ann deiz, hag enn eur peûl tân é-pâd ann nôz ;

15. Felloud a ra d’id ma klevint pénaoz éc’h eûz lazet kenn aliez a dûd ével eunn dén hép-kén, ha ma livirin̄t :

16. Na hellé két lakaad ar bobl da von̄d ébarz ann douar en dôa touet ma rôjé d’ézhan̄ : râk-sé en deûz hô lazet enn distrô.

17. Ra vézô éta diskouézet ners ann Aotrou, hervez ma éc’h eûz touet, ô lavarout :

18. Ann Aotrou a zô habask ha leûn a drugarez ; lémel a ra ar fallagriézou hag ar gwallou ; na lez digastiz dén kabluz é-béd ; emwélout a ra péc’héjou ann tadou er vugalé bétég ann drédé hag ar bévaré gwenn.

19. Distol, mé az péd, péc’hed ar bobl-man̄, hervez ma’z eo brâz (T) da drugarez, hag ével ma oud bét trugarézuz enn hé gén̄ver abaoé ma eo deûet er-méaz eûz ann Éjipt bétég al léac’h-man̄.

20. Hag ann Aotrou a lavaraz : Distolet em eûz d’ézhô hô féc’hed hervez da c’her.

21. Béô ounn, hag ann douar holl a vézô leûn gan̄t gloar ann Aotrou.

22. Koulskoudé ar ré holl péré hô deûz gwélet va meûrdez, hag ann arwésiou em eûz gréat enn Éjipt hag enn distrô, hag hô deûz va demptet bété dég gwéach, ha n’hô deûz két sen̄tet out va mouéz,

23. Na wélin̄t két ann douar diwar-benn péhini em eûz touet d’hô zadou ; hag hini eûz ar ré hô deûz drouk-pédet gan-én̄ na wélô anézhan̄.

24. Hôgen é-kén̄ver Kaleb, va zervicher, pehini, ô véza leûn eûz a eur spéred all, en deûz va heûliet, mé her lakai da von̄t enn douar-zé a béhini en deûz gréat ann drô ; hag hé wenn a vézô perc’hen d’ezhan̄.

25. O véza ma choum ann Amalésited hag ar C’hananéed enn traon̄iennou, savid hô kamp war-c’hoaz, ha distrôid d’ann distrô dré hen̄t ar môr Rûz.

26. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag oud Aaron, ô lavarout :

27. Bété pégeit é krôzô ar bobl fallagr-zé em énep ? Klevet em eûz klemmou bugalé Israel.

28. Lavar éta d’ézhô : Béô ounn, émé ann Aotrou ; ével ma em eûz hô klevet ô lavarout, é rinn d’é-hoc’h.

2ü. Hô korfou-marô a vézô gourvézet enn distrô-zé. C’houi holl péré a zô bét nivéret adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, hag hoc’h eûz krôzet a-énep d’in,

30. N’az éot két enn douar, é péhini em bôa savet va dourn hô lakajenn da choum, némét Kateb, mâb Jéfoné, ha Jozué, mâb Nun.

31. Hôgen lakaad a rinn da von̄d ébarz hô pugaligou, péré a dlié béza, war hô lavar, preiz ann énébourien ; évit ma wélin̄t ann douar a zô bét displijet d’é-hoc’h.

32. Hô korfou-marô a vézô gourvézet enn distrô.

33. Hô pugalé a vézô ô kan̄tréa enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz, hag a zougô hô fallagriez-hu, kén na vezô bévézet korfou-marô hô zadou enn distrô,

34. Hervez ann niver eûz ann daou-ugen̄t dervez é-pâd péré hoc’h eûz ardamézet ann douar-zé : eur bloaz a vézô nivéret évid eunn deiz. Kouéza a rai éta war-n-hoc’h é-pâd daou ugen̄t vloaz hô fallagriézou, ha gouzout a réot pétrâ eo va ven̄jan̄s.

35. Râg ével ma em eûz hé lavaret, é rinn é-kén̄ver ar bobl fallagr-zé, péhini a zô en em zavet em énep : enn distrô-man̄ é vézô kaset-da-gét, hag é varvô.

36. Hôgen ann holl dûd a ioa bét kaset gan̄t (T) Moizez évit gwélout ann douar, ha péré, ô véza distrôet, hô dôa lékéat da grôza enn hé énep ann holl bobl, ô wall vruda ann douar-zé ével eunn douar fall,

37. A varvaz, ô véza bét skôet gan̄d ann Aotrou.

38. Hôgen na choumaz béô némét Jozué, mâb Nun, ha Kaleb, mâb Jéfoné, eûz a gémen̄t a oa bét oc’h arvesti ann douar.

39. Ha Moizez a lavaraz kémen̄t-sé da vugalé Israel ; hag ar bobl a lén̄vaz drûz.

40. Hôgen an̄trônôz ô véza savet min̄tin mâd, é piñchon̄t war lein ar ménez, hag é léverchon̄t : Daré omp da biña war al léac’h a béhini en deûz ann Aotrou komzet d’é-omp ; râk péc’het hon eûz.

41. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Pérâg, émé-z-han̄, é kerzit-hu a-éneb gér ann Aotrou ? Ann dra na zeûi ket da vâd d’é-hoc’h. (T).

42. Na biñit két, (râk n’éma két ann Aotrou gan-é-hoc’h), gan̄d aoun na vec’h diskaret dirâg hoc’h énébourien.

43. Ann Amalésited hag ar C’hananéed a zô dira-z-hoc’h, hag é kouézot dindân hô c’hlézé, ô véza né két fellet d’é-hoc’h sen̄ti ouc’h ann Aotrou, ha na vézô két ann Aotrou gan-é-hoc’h.

44. Hôgen hî skôet a dévalien a bin̄az war lein ar ménez. Koulskoudé arc’h kévrédigez ann Aotrou ha Moizez n’az éjon̄t két er-méaz eûz ar c’hamp.

45. Ann Amalésited hag ar C’hananéed péré a choumé war ar ménez a ziskennaz, en em daolaz war-n-ézhô, hô zréc’haz, hag a iéaz war hô lerc’h bétég Horma.


————


XV. PENNAD.


Lézennou diwar-benn ar sakrifisou. Torrer ar sabbat.


1. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Pa viot éat da choum enn douar a rôinn d’é-hoc’h,

3. Ha pa gennigot d’ann Aotrou pé eur sakrifiz-losk, pé eur viktim ô sévéni hô kwéstlou, pé ô kenniga a-ioul hô rôou, pé ô tévi enn hô lidou brâz kennigou a c’houés vâd d’ann Aotrou, pé a éjenned, pé a zen̄ved ;

4. Piou-bennâg en dévézô lazet eur viktim, a gennigô évid ar sakrifiz-bleûd, ann dékved lôden eûz a eunn éfi, glébiet gan̄d éôl, hag en dévézô ar bévaré lôden eûz a eunn hin ;

5. Hag é rôi évid ar sakrifiz-losk, pé évid ar viktim ann hévélep men̄t a wîn évit braoued-kennig.

6. Évit péb oan ha pép tourz é vézô kenniget é sakrifiz daou zékved bleûd, glébiet gan̄d ann drédé ven̄t eûz a eunn hin a éôl ;

7. Hag é rôi évit braoued-kennig ann drédé lôden eûz ann hévélep men̄t, ével eunn dra a c’houés vâd d’ann Aotrou.

8. Hôgen pa gennigi éjenned é sakrifiz-losk, pé evel eunn hostiv évit sévéni eur gwéstl, pé évit viktimou a béoc’h,

9. É roi évit péb éjenn tri dékved bleûd glépiet gand eunn han̄ter hin a éôl ;

10. Ha kémen̄d all a wîn é braoued-kennig, ével eur c’hennig a c’houés vâd d’ann Aotrou.

11. Ével-sé é rî,

12. Évit péb éjenn, ha pép tourz, ha péb oan, ha pép menn-gavr.

13. Ar ré eûz ar vrô kerkoulz hag ann diavésidi,

14. A gennigô ar sakrifisou gan̄d ann hévélep lidou.

15. Eul lézen hag eur varnédigez a vézô kén évid-hoc’h, kerkoulz hag évid ann diavésidi enn hô prô.

16. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

17. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô :

18. Pa viot éat enn douar a rôinn d’é-hoc’h,

19. Ha pa hô pézô debret eûz a varaou ar vrô-zé, é lékéot a dû ar préveûdi eûz hô poéd évid ann Aotrou.

20. Ével ma likiit a dû ar préveûdi eûz hô leûriou,

21. Ével-sé é rôot d’ann Aotrou ar préveûdi eûz hô toaz.

22. Mar fallit dré ziwiziégez da ôber eunn dra-bennâg eûz ann traou-zé en deûz ann Aotrou lavaret da Voizez,

23. Hag en deûz gourc’hémennet d’é-hoc’h dré-z-han̄, adaleg ann deiz ma en deûz déraouet rei hé c’hourc’hémennou, hag abaoé ;

24. Ha ma en deûz ann holl bobl an̄kounac’héet hé ôber, é kennigô eul leûé eûz ann tropel, ével eur sakrifiz-losk eûz a eur c’houés vâd-meûrbéd d’ann Aotrou, hag ar bleûd-kennig, hag ar braoued-kennig, hervez al lidou, hag eur bouc’h évid ar péc’hed.

25. Hag ar bélek a bédô évid ann holl strollad eûz a vugalé Israel ; hag é vézô distolet d’ézhô, ô véza n’hô deûz két péc’het a-ioul ; koulskoudé é kennigin̄t eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou évit-hô hô-unan, hag évid hô féc’hed, hag évid hô diwiziégez ;

26. Hag é vézô distolet da holl bobl bugalé Israel, ha d’ann diavésidi a zô deûet da choum enn hô zouez ; rag eur péc’hed eo en deûz gréat ann holl bobl dré ziwiziégez.

27. Ma en deûz péc’het eunn dén hé-unan dré ziwiziégez, é kennigô eur c’havr bloaz évid hé béc’hed ;

28. Hag ar bélek a bédô évit-han̄, ô véza ma en deûz péc’het héb hé c’houzout dirâg ann Aotrou ; ann distol a c’houlennô évit-han̄, hag é vézô distolet d’ézhan̄.

29. Eunn hévélep lézen a vézô évid ar ré hô dévézô péc’het dré ziwiziégez, kenn évit tûd ar vrô, kenn évid ann dûd a ziavéaz bro. (T).

30. Hôgen ann hini en dévézô gréat eur péc’hed-bennâg dré rogoni, kenn ar brôad, kenn ann diavésiad, a vézô kaset-da-gét eûz a greiz hé bobl, ô véza ma eo en em zavet a-éneb ann Aotrou ;

31. Rak disprizet en deûz gér ann Aotrou, ha torret eo bét gan̄t-han̄ hé c’hourc’hémenn ; râk-sé é vézô kaset-da-gét hag é tougô hé fallagriez.

32. Hôgen pa édô bugalé Israel enn distrô, é c’hoarvézaz pénaoz é kavchon̄t eunn dén ô keûneûta é deiz ar sabbat ;

33. Hag hî a gasaz anézhan̄ dirâk Moizez hag Aaron, ha dirâg ann holl bobl ;

34. Hag é kaschon̄t anézhan̄ er vâc’h, ô véza na wien̄t két pétrâ a rajen̄t out-han̄.

35. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Ra vézô lékéat d’ar marô ann dén-zé, ha ra vézô labézet gan̄t ann holl bobl er méaz eûz ar c’hamp.

36. Hag ô véza hé gaset er-méaz, é labézchon̄t anézhan̄, hag é varvaz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

37. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez :

38. Komz out bugalé Israel, ha lavar dezhô lakaat penn-piḻou out béven hô man̄tellou, ha liammou glâz war-n-ézhô ;

39. Évit pa wélin̄t kémen̄t-sé, ma teûi da goun d’ézhô eûz a holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, ha na heûlin̄t két hô ménosiou nag hô daou-lagad péré en em zaotr é meûr a drâ ;

40. Hôgen ma teûi enn hô én̄vor gourc’hémennou ann Aotrou, ma sévénin̄t anézhô, ha ma vézin̄t sen̄t d’hô Doué.

41. Mé éo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, évit ma vijenn da Zoué d’é-hoc’h.


————


XVI. PENNAD.


Meur a hini a zav a-énep Moizez hag Aaron.


1. Hôgen neûzé Koré, mâb Isaar, mâb Kaat, mâb Lévi ; ha Datan hag Abiron, mipien Éliab, hag Hon, mâb Félet, unan eûz a vipien Ruben ;

2. A zavaz a-énep Moizez gan̄t daou c’hant han̄ter kan̄t dén all eûz a vugalé Israel, eûz ar ré gen̄ta eûz ar sinagog, ha péré, é amzer ar strolladou, a oa galvet dré hô hanvou.

3. Ha goudé ma oen̄t savet a-énep Moizez hag Aaron, é léverchon̄t d’ézhô : Ra vézô a-walc’h d’é-hoc’h ma’z eo ann holl bobl-man̄ eur bobl a zen̄t, ha ma éma ann Aotrou enn hô. Pérâg é savit-hu dreist pobl ann Aotrou ?

4. Pa glevaz Moizez kémen̄t-sé, en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar ;

5. Hag hén̄ ô komza out Koré hag ouz ar ré a ioa gan̄t-han̄ (T) : War-c’hoaz vin̄tin, émé-z-han̄, ann Aotrou a rôi da anaout ar ré péré a zô d’ézhan̄, hag a unvanô gan̄t-han̄ ar ré a zô sen̄t ; hag ar ré en deûz dilennet, a dôstai out-han̄.

6. Grîd éta kémen̄t-man̄ : Ra gémérô pép-hini hé ézan̄souer, té, Koré, hag ar ré a zô gan-éz.

7. Hag ô véza war-c’hoaz kéméret tân, é lékéot ézan̄s war-n-ézhan̄ dirâg ann Aotrou ; ha piou-bennâg en dévézô bét dilennet gan̄t ann Aotrou, hen-nez a vézô san̄t. En em zével kals a rit, mipien Lévi. (T).

8. Lavaroud a réaz c’hoaz da Goré : Sélaouit, mipien Lévi :

9. Ha nébeûd a dra eo a gav d’é-hoc’h en défé Doué Israel hô rannet eûz ann holl bobl, hag hoc’h unvanet gant-han̄ évid hé zervicha é lid ann tabernakl, hag évit sével dirâg ann holl bobl, oc’h ôber hô karg ?

10. Hag évit-sé eo en deûz da lékéat da dôstaat out-han̄, té ha da holl vreûdeûr mipien Lévi, évit ma aloubot ivé ar vélégiez vrâz,

11. Ha ma zavô hoc’h holl dûd a-éneb ann Aotrou ? Rak pétrâ eo Aaron évit ma grôzfac’h enn hé énep ?

12. Moizez éta a gasaz da c’hervel Datan hag Abiron, mipien Éliab. Hag ar ré-man̄ a lavaraz : N’az aimp két.

13. Ha n’eo két a-walc’h d’id béza hol lékéat er-méaz eûz ann douar é péhini é rédé al léaz hag ar mél, évid hôl lakaad da vervel enn distrô, hép don̄t d’hon aotrounia ?

14. Hor c’haset éc’h eûz évit-gwir enn eunn douar é péhini é réd stériou léaz ha mél, hag éc’h eûz rôet d’é-omp é kers parkou ha gwiniennou ; ha felloud a ra d’id c’hoaz tenna hon daoulagad eûz hor penn ? N’az aimp két.

15. Moizez ô véza savet droug enn-han̄, a lavaraz d’ann Aotrou : Na zell két oud hô sakrifisou ; té a oar pénaoz n’am eûz biskoaz digéméret eunn azénik zô-kén digan̄t-hô, na n’em eûz glac’haret hini anézhô.

16. Neûzé é lavaraz da Goré : En em likit war-c’hoaz dirâg ann Aotrou, té ha da holl strollad enn eunn tû, hag Aaron enn eunn tû all.

17. Kémérit pép hini hoc’h ézan̄souérou, ha likid ézan̄s enn-hô ô kenniga d’ann Aotrou dég ézan̄souer ha daouzeg ugen̄t ; dalc’het ivé Aaron hé ézan̄souer.

18. Pa hô dôé gréat kémen̄t-sé dirâk Moizez hag Aaron,

19. Ha pa hô dôé dastumet ann holl bobl rag-énep d’ézhô, é-tâl dôr ann tabernakl, gloar ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhô holl.

20. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout :

21. En em rannit eûz a greiz ar strollad-zé, évit ma hô c’hollinn war-eunn-drô.

22. Ar ré-man̄ en em strin̄kaz war hô génou d’ann douar, hag a lavaraz : O Doué holl c’halloudek, Doué ar spéréjou hag ann holl gîk, ha sével a rai drouk enn-oud a-éneb ann holl évit péc’hed unan hép-kén ?

23. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez :

2V. Gourc’hémenn d’ann holl bobl pellaat diouc’h teltou Koré, ha Datan, hag Abiron.

25. Moizez éta a zavaz, hag a iéaz étrézé Datan hag Abiron : hag hénaoured Israel a iéaz war hé lerc’h.

26. Hag hén̄ a lavaraz d’ar ré a oa dastumet énô : Pellait diouc’h teltou ann dûd fallagr-zé, ha na likit két hô taouarn war nétrâ eûz a gémen̄t a zô d’ézhô, gand aoun na vec’h strôbet enn hô féc’héjou.

27. Ha pa oen̄t pelléet dioud hô zeltou trô-war-drô, Datan hag Abiron ô véza deûet er-méaz en em zalc’hé é-tâl dôr hô zeltou, gan̄d hô gragez, hag hô bugalé, hag hô holl zûd.

28. Ha Moizez a lavaraz : Diouc’h kémen̄t-man̄ é wiot pénaoz eo ann Aotrou en deûz va c’haset évid ôber kémen̄d a wélit, ha pénaoz n’eo két mé em eûz hé c’hréat eûz va ménoz va-unan̄.

29. Mar varv ar ré-man̄ eûz a eur marô paot é-touez ann dûd, ha mar teû ar c’hlén̄ved da staga enn-hô, ével m’az a da staga er ré all, né két ann Aotrou en deûz va c’haset.

30. Hôgen mar grâ ann Aotrou eunn dra névez, ha mar teû ann douar da zigéri, ha d’ho loun̄ka hî ha kémen̄d a zô d’ézhô ; ha ma tiskennon̄t ez-véô enn ifern, é wiot pénaoz hô deûz drouk-pédet gan̄d ann Aotrou.

31. Kerken̄t éta m’en dôé peur-lavaret ar c’homziou-man (T), ann douar a fraḻaz dindân hô zreid ;

32. Hag ô tigeri dindan-hô, é loun̄kaz anézhô, gan̄d hô zeltou, ha kémen̄d a oa d’ézhô.

33. Hag hî, ô véza bét gôlôet gan̄d ann douar, a ziskennaz ez-véô enn ifern ; hag é trémenchon̄t eûz a greiz ar bobl.

3i. Hôgen holl vugalé Israel, péré a oa énô war-drô, a dec’haz pa glevchon̄t garmou ar ré a varvé, ô lavarout : Krénomp na zeûfé ivé ann douar d’hol loun̄ka.

35. Hôgen eunn tan kaset gan̄d ann Aotrou, a lazaz daou c’han̄t han̄ter-kan̄t dén péré a gennigé ézan̄s.

36. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

37. Kémenn da Éléazar, mâb Aaron, ar bélek, kémérout ann ézan̄souérou a zô choumet enn en̄tan, ha teûrel ann tân a zô enn-hô tû-man̄ ha tû-hon̄t ; rak san̄télet in̄t bét (T).

38. É marô ar béc’herien : ha graet gan̄t-hô taolennou a stagô oud ann aoter, ô véza ma eo bét kenniget enn-hô ézan̄s d’ann Aotrou, ha ma in̄t bét san̄téléet, ha ma vézin̄t da arwéz ha da dést da vugalé Israel.

39. Éléazar ar bélek a géméraz éta ann ézan̄souérou arem, é péré ar ré a oa bét losket gan̄d ann en̄tan hô dôa kenniget ézan̄s ; hag é réaz taolennou gan̄t-hô, hag hô stagaz oud ann aoter ;

40. Évit ma vijen̄t pelloc’h da gélen da vugalé Israel ; évit na dôstai dén diavésiad é-béd, nag hini ha na vézô két eûz a wenn Aaron da genniga ézan̄s d’ann Aotrou, gan̄d aoun na c’houzan̄vché ével m’en deûz gouzan̄vet Koré, hag hé holl strollad, hervez m’en dôa ann Aotrou hé lavaret da Voizez.

41. An̄trônôz holl strollad bugalé Israel a grôzaz a énep Moizez hag Aaron, ô lavarout : C’houi hoc’h eûz lazet pobl ann Aotrou.

42. Hag ô véza ma savé eunn dispac’h, ha ma kreské ar safar,

43. Moizez hag Aaron a dec’haz étrézé tabernakl ar gévrédigez. Ha pa oen̄t éat ébarz, ar goabren hô c’hôlôaz, ha gloar ann Aotrou en em ziskouézaz.

44. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez :

45. En em dennit eûz a greiz ar strollad tûd zé ; mon̄d a rann bréman̄ d’hô laza holl. Neûzé ô véza hô daou en em strin̄ket d’ann douar,

46. É lavaraz Moizez da Aaron : Kémer da ézan̄souer ; laka enn-han̄ tân eûz ann aoter, ha taol ézan̄s war-n-ézhan̄ ; ha kéa buan étrézég ar bobl évit pédi évit-hô ; râg a-vréma ann Aotrou a zô droug enn-han̄, hag ar gouli a zô ô von̄t da darza. (T).

47. Aaron a réaz kémen̄t-sé, hag a rédaz é-kreiz ar bobl a zéraoué beza gwastet gan̄d ann tân ; hag é kennigaz ann ézan̄s ;

48. Hag oc’h en em zerc’hel enn hé zâ étré ar ré varô hag ar ré véô, é pédaz évid ar bobl, hag ar gouli a éhanaz.

49. Hôgen ar ré a oé skôet, a oé eûz a bévarzék mil dén ha seiz kan̄t, hép nivéri ar ré oa bét marvet é dispac’h Koré.

50. Hag Aaron a zistrôaz da gavout Moizez é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez, goudé ma oé arzaôet ar marô.


————


XVII. PENNAD.


Ar vélégiez krétéet é Aaron gan̄d eur burzud.


1. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha kémer digan̄t-hô gwialennou hervez hô breûriézou, daouzég gwialen, évid holl brin̄sed ar breûriézou ; hag é skrivi hanô pép-hini war hé wialen.

3. Hôgen hanô Aaron a vézô skrivet war wialen breûriez Lévi, ha péb breûriez a vézô skrivet war bét gwialen.

4. Hô lakaad a ri é tabernakl ar gévrédigez, dirâg ann désténi, é péléac’h é komzinn ouz-id.

5. Ar wialen eûz ann hini anézhô em bézô dilennet a vleûn̄vô ; hag ével-sé é tiarbenninn klemmou bugalé Israel, hag hô krôzou enn hoc’h énep.

6. Ha Moizez a gomzaz out bugalé Israel : hag ann holl brin̄sed a rôaz pép-hini hé wialen hervez hé vreûriez ; hag en em gavaz daouzég gwialen hép gwialen Aaron.

7. Moizez ô véza hô lékéat dirâg ann Aotrou é tabernakl ann désténi,

8. An̄trônôz pa zistrôaz, a gavaz pénaoz gwialen Aaron, eûz a di Lévi, a oa bét héginet ; ha pénaoz goudé béza deûet bron̄s war-n-ézhî, é oa savet bleûn̄ péré, pa oé digoret ann deliou, en em drôaz é alaman̄dez.

9. Moizez a géméraz éta ann holl wial eûz a zirâg ann Aotrou, hag hô dougaz da holl vugalé Israel ; hag hî a wélaz hag a géméraz pép-hini hé wialen.

10. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Doug adarré gwialen Aaron é tabernakl ann désténi, évit ma vézô miret énô ével eunn arouéz eûz a zispac’h bugalé Israel, ha ma éanô hô c’hlemmou em énep, gan̄d aoun na varvchen̄t.

11. Ha Moizez a réaz ével m’en doa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄.

12. Hôgen bugalé Israel a lavaraz da Voizez : Chétu omb bévézet holl, ha m’az éomp-da-gét.

13. Piou-bennâg a dôsta out tabernakl ann Aotrou, a varv. Ha nî a dlé béza kaset-da-gét bétég ann divéza ?


————


XVIII. PENNAD.


Kargou ar véleien hag al Lévited. Préveûdi ha déog a dléeur da rei d’ézhô.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Aaron : Té ha da vipien, ha tî da dâd gan-éz, a zougô fallagriez a-énep ar san̄tuar ; ha té ha da vipien gan-ez, a zougô péc’héjou da vélégiez.

2. Hôgen kémer gan-éz da vreûdeûr eûz a vreûriez Lévi, hag holl dûd da dâd ; ha ra skoazellin̄t ha ra zervichin̄t ac’hanod ; hôgen té ha da vipien, hô karg a réot é tabernakl ann désténi.

3. Al Lévited a vézô daré bépréd da ôber da c’hourc’hémennou, ha kémen̄d a vézô da ôber enn tabernakl ; enn hévélep doaré koulskoudé na dôstain̄t két out listri ar san̄tuar, nag oud ann aoter, gan̄d aoun na varvchac’h, hag hî gan-é-hoc’h.

4. Hôgen ra vézin̄t gan̄-éz, ha ra ziwallin̄t oud ann tabernakl, hag out sévénidigez hé holl lidou. Na en em vesket gan-é-hoc’h diavésiad é-béd.

5. Diwallit oud ar san̄tuar, ha grît servich ann aoter ; gan̄d aoun na zavché droug enn-oun a-énep bugalé Israel. (T).

6. Rôed em eûz d’é-hoc’h al Lévited hô preûdeûr eûz a douez bugalé Israel, hag em eûz hô rôet ével eur rô d’ann Aotrou, évit ma vézô enn hô c’harg servich ann tabernakl.

7. Hôgen té ha da vipien, mirit hô pélégiez ha kémen̄d a zell ouc’h lîd ann aoter, hag a zô enn diabarz eûz ar wél, a vézô é karg ar véleien ; mar tôsta eunn diavésiad-bennâg out-hô, é vézô lazet.

8. Hag ann Aotrou a gomzaz out Aaron : Chétu em eûz rôet d’id va fréveûdiou da viret. (T). Rôed em eûz d’id ha d’az vipien évid ar garg a vélek, dré eul lézen peûr-baduz, kémen̄d a zô kenniget d’in gan̄t bugalé Israel.

9. Chétu éta pétrâ a géméri eûz ann traou a vézô bét san̄télet ha kenniget d’ann Aotrou. Kémen̄t kennig, kémen̄t sakrifiz, ha kémen̄t tra a véz rôed d’in évid ar péc’hed hag évid ann drouk, hag a zeû da véza san̄tel-brâz, a vézô évid-od hag évid da vipien.

10. Er san̄tuar é tebri anézhan̄ ; ar oazed hép-kén a zebrô eûz anézhan̄ ; rak gwéstled eo d’id.

11. Hôgen é-kén̄ver ar préveûdiou a wéstlô pé a gennigô d’in bugalé Israel, é rôinn anézhô d’id, ha d’az vipien, ha d’az verc’hed dré eur gwîr peûr-baduz ; néb a zô glân enn da dî a zebrô eûz anézhô.

12. Rôed em eûz d’id ar gwella eûz ann éôl, eûz ar gwîn, hag eûz ann éd, ha kémen̄t ken̄ta-frouez a gennigeur d’ann Aotrou.

13. Ann holl gen̄ta-frouez a zigas ann douar, hag a véz kenniget d’ann Aotrou, a zigouézô d’id ; néb a zô glân enn da dî a zebrô eûz anézhô.

14. Kémen̄d a gennigô bugalé Israel évit sévéni eur gwéstl, a vézô évid-od.

15. Kémen̄d a zeû da gen̄ta eûz a gôv pép kîg, hag a vézô kenniget d’ann Aotrou, kenn eûz ann dûd, kenn eûz al loéned, a vézô enn da wîr ; enn hévélep doaré koulskoudé ma tigéméri ar feûr évid ar c’hen̄ta-ganet eûz ann dén, hag é likii da zaspréna kémen̄t loen dic’hlan ;

16. Ar c’hen̄ta-ganet eûz ann dén a vézô dasprénet a-benn eur miz, gan̄t pemp sikl arc’han̄t, hervez poéz ar san̄tuar. Ugen̄t obolen a dal ar sikl.

17. Hôgen na likii két da zaspréna ar c’hen̄ta ganet eûz ann éjenn, hag eûz ann dan̄vad hag eûz ar c’havr, ô véza ma in̄t gwéstlet d’ann Aotrou ; skuḻa a rî hép-kén hô goâd war ann aoter, hag é tévi ho lard ével eur c’houés~vâd d’ann Aotrou.

18. Hôgeo hô c’hig a zigouézô d’id, ével ar poull-kaloun a zô gwéstlet, hag ar skoaz zéou a vézô d’îd.

19. Rôed em eûz d’id ha d’az vipien ha d’az verc’hed, dré eur gwîr peûr-baduz, ann holl bréveûdiou eûz ar san̄tuar, a gennig bugalé Israel d’ann Aotrou. Eur gévrédigez c’hoalen ha peûr-baduz eo dirâg ann Aotrou, évid-od hag évid da vipien.

20. Hag ann Aotrou a lavaraz da Aaron : N’hô pézô nétrâ enn hô douar, ha n’hô pézô lôd é-béd enn hô mesk ; mé eo da lôd ha da zigouéz é-kreiz bugalé Israel.

21. Hôgen da vipien Lévi em eûz rôet é kers ann holl zéogou eûz a Israel, évit ar servich a réon̄t gan̄d ar garg hô deûz é tabernakl ar gévrédigez ;

22. Évit na dostai mui bugalé Israel oud ann tabernakl, ha na rain̄t két eur péc’hed a rôfé d’ézhô ar marô. (T).

23. Ra zervichô ac’hanoun mipien Lévi hép-kén enn tabernakl, ha ra zougin̄t péc’héjou ar bobl. Eul lézen peûr-baduz é vézô enn hô kwennou. N’hô dévézô nétra all é-bed. (T).

24. Hag a-walc’h é vézô d’ézhô kennig ann déogou em eûz rannet évid hô ézommou, ha kémen̄d a zô réd dézhô,

25. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

26. Kémenn ha rô da anaout d’al Lévited : Pa hô pézô bét digan̄t bugalé Israel ann déogou em eûz roet d’é-hoc’h, kennigit ar préveûdi anézhô d’ann Aotrou, da lavaroud eo, ann dékved lôden eûz ann déok ;

27. Évit ma vézô nivéret d’é-hoc’h ével kennig ar c’hen̄ta-frouez, kenn évid ann éd, kenn évid ar gwîn ;

28. Hag eûz a gémen̄t a vézô rôet d’é-hoc’h, kennigit ann déok d’ann Aotrou, ha rôit-hén̄ da Aaron ar bélek-brâz.

29. Kémen̄d a gennigot eûz ann déogou, hag a rannot évit béza rôet d’ann Aotrou, a vézô ar gwella hag ar c’houéka.

30. Lavaroud a ri c’hoaz d’ézhô : Mar kennigit ar gwella hag ar c’houéka eûz ann déogou, é vézô nivéret d’é-hoc’h ével ar c’hen̄ta-frouez eûz hoc’h éd hag eûz hô kwin.

31. Ha c’houi hé zebrô é pép léac’h, c’houi hag hoc’h holl dûd ; ô véza ma eo ar gôbr eûz ar servich a rît é tabernakl ann désténi.

32. Ha na béc’hot két war gémen̄t-man̄, ô miroud évid-hoc’h ar gwella hag al larta, gan̄d aoun na vé saotret gan-é-hoc’h kennigou bugalé Israel, ha na varvchac’h.


————


XIX. PENNAD.


Dour a zic’haouidigez.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout :

2. Chétu lîd ar viktim a zô bét gourc’hémennet gan̄d ann Aotrou : kémenn da vugalé Israel digas d’id eur vioc’h gell, eûz a eunn oad klôk, é péhini na vézô briz é-béd, ha na vézô két bét ar iéô war-n-ézhi ;

3. Ha c’houi hé rôi da Eléazar ar bélek, péhini ô véza hé c’haset er-méaz eûz ar c’hamp, a lazô anézhi dirâg ann holl ;

4. Hag ô souba hé vîz é goâd ar vioc’h, é sparfô seiz gwéach étrézé dôr ann tabernakl.

5. Hag hén̄ hé loskô dirâg ann holl, ô tevi gan̄d ann tân kenn hé c’hroc’hen hag hé c’hîk, kenn hé goâd hag hé beûzel.

6. Ar bélek a daolô ivé enn tân a zevô ar vioc’h, koat sedr, ha sikadez, ha tané diou wéach livet.

7. Ha neûzé goudé-holl, goudé béza gwalc’het hé ziḻad hag hé gorf, é tistrôi d’ar c’hamp, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

8. Hôgen ann hini en dévézô losket ar vioc’h a walc’hô ivé hé ziḻad hag hé gorf, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

9. Hôgen eunn dén glân a zastumô ludu ar vioc’h, hag a skiñô anézhan̄ er-méaz eûz ar c’hamp enn eul léac’h glân-brâz ; évit ma vézô miret gan̄d holl vugalé Israel, ha ma vézin̄t d’ézhô ével eunn dour a sparférez ; ô véza ma eo bét devet ar vioc’h évid ar péc’hed.

10. Ha pa en dévézô gwalc’het hé ziḻad, ann hini en dévézô douget ludu ar vioc’h, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez. Kémen̄t-man̄ a vézô san̄tel, dré eur gwir peûr-baduz, da vugalé Israel ha d’ann diavésidi a choum enn hô zouez.

11. Néb en dévézô stoket out korf-marô eunn dén, hag a vézô deûet évit-sé da véza dic’hlan é-pâd seiz dervez ;

12. A vézô sparfet gan̄d ann dour-zé enn trédé hag er seizved dervez, hag ével-sé é vézô glanet. Ma na véz két sparfet enn trédé deiz, na hellô két béza glanet er seizved deiz.

13. Piou-bennâg en dévézô stoket out korf-marô eunn dén, ha na vézô két bét sparfet gan̄d ar c’hemmesk-zé, hen-nez a zaotrô tabernakl ann Aotrou, hag é tizeriô eûz a-greiz Israel ; dic’hlan é vézô, ô véza n’eo két bét glanet gan̄d dour ann dic’haouidigez, hag hé hudurnez a choumô war-n-ézhan̄.

14. Chétu al lézen évid ann dén a varv enn hé delt : kémen̄d hini a iélô enn hé delt, ha kémen̄t léstr a vézô enn-han̄, a vézô dic’hlan é-pâd seiz dervez.

15. Al léstr péhini n’en dévézô kéd a c’houlc’her, pé na vézô két liammet war-c’horré, a vézô dic’hlan.

16. Mar teû eur ré da steki enn eur park out korf-marô eunn dén a vézô bét lazet, pé a vézô en em lazet hé-unan, pé mar stok oud eunn askourn anézhan̄, pé oud hé véz, é vézô dic’hlan é-pâd seiz dervez.

17. Kéméroud a rain̄t eûz a ludu al loen losket évid ar péc’hed, hag é lakain̄t dour-réd war-n-ézhan̄ enn eul léstr ;

18. Hag eunn dén glân ô véza soubet sikadez enn-han̄, é sparfô gan̄t-han̄ ann holl delt, hag ann holl arrébeûri, hag ann dûd a vézô bét saotret gan̄d ann dic’hlanded-zé ;

19. Hag ével-sé ann hini glân a skarzô ann hini dic’hlan d’ann trédé ha d’ar seizved deiz ; hag ann hini a vézô bét skarzet er seizved deiz, en em walc’hô hag a walc’hô hé ziḻad ; hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

20. Mar béz eur ré ha n’eo két bét skarzet enn doaré-zé, é vézô tennet hé vuez eûz a greiz ar strollad ; ô véza ma en deûz saotret san̄tuar ann Aotrou, ha n’eo két bét sparfet gan̄d ann dour a zic’haouidigez.

21. Ar c’hélen-zé a vézô eul lézen da viken. Ann hini en dévézô sparfet ann dour, a walc’hô ivé hé ziḻad. Kémen̄d hini en dévézô stoket oud ann dour a zic’haouidigez, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

22. Néb a stokô oud eunn dra hag hén̄ dic’h1an, hé lakai da véza dic’hlan ; hag ann hini en dévézô stoket oud unan eûz ann traou-zé, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.


————


XX. PENNAD.


Marô Mari, c’hoar Moizez. Marô Aaron, hé vreûr.


1. Bugalé Israel hag ann holl bobl a zeûaz é distrô Sin er miz ken̄ta ; hag ar bobl a choumaz é Kadez. Ha Mari a varvaz énô, hag a oé bésiet enn hévélep léac’h.

2. Hag ann dour énô a oé diouer anézhan̄ é-touez ar bobl ; hag en em zavchon̄t (T) a-énep Moizez hag Aaron ;

3. Hag ô véza en em zispac’het, é léverchon̄t : A-ioul é vemp bét marô gan̄d hor breûdeur dirâg ann Aotrou !

4. Pérâg hoc’h eûz-hu kaset pobl ann Aotrou enn distrô, évit ma varvchemp, nî hag hol loéned ?

5. Pérâg éc’h eus-té hon tennet eûz ann Éjipt, hag hon digaset el léac’h fall-man̄, é péhini na helleur két hada ; péhini na laka két da zével na fiez, na gwini, nag avalou-grénad ; é péhini zô-kén na gaveur ked a zour évid éva ?

6. Moizez hag Aaron ô véza en em dennet eûz a douez ar bobl, a iéaz é tabernakl ar gévrédigez ; hag ô véza en em strin̄ket war hô génou d’ann douar, é c’harmchon̄t oud ann Aotrou, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Aotrou Doué, sélaou garm ar bobl-man̄, ha digor da den̄zor d’ézhô, eur feun̄teun dour-réd, évit mac’h éhanô hô c’hrôz pa hô dévézô torret hô séc’hed. (T). Ha gloar ann Aotrou en em ziskouézaz war-n-ézhô.

7. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

8. Kémer ar wialen, ha dastum ar bobl, té hag Aaron da vreûr, ha komzit oud ar méan dira-z-hô, hag hén̄ a rôi doureier. Ha p’az pézô tennet dour eûz ar méan, ar bobl holl a évô hag hô loéned.

9. Moizez a géméraz éta ar wialen a oa dirâg ann Aotrou, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄ ;

10. Hag ô véza dastumet ar bobl dirâg ar méan, é lavaraz d’ézhô : Sélaouit, tûd amzen̄t ha diskrédik : ha nî a hellô lakaad dour da zilammout d’é-hoc’h eûz ar méan-zé ?

11. Ha p’en dôé Moizez savet hé zourn, ha skôet diou wéach war ar méan gan̄d hé wialen, é tilammaz kalz a zour, enn hévélep doaré m’en dôé ar bobl da éva, hag al loéned ivé.

12. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron : O véza n’hoc’h eûz két krédet d’in, ha n’hoc’h eûz két va zan̄télet dirâk bugalé Israel, na lékéot két ar bobl-man̄ da von̄t ébarz ann douar a rôinn d’ézhô.

13. Hen-nez eo dour ann énébiez, é péléac’h bugalé Israel hô deûz krôzet a-éneb ann Aotrou, hag é péléac’h ma eo en em zan̄télet enn hô c’hreiz.

14. Hôgen Moizez a gasaz eûz a Gadez kannaded da roué Édom, évit lavarout d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a gémenn d’id da vreûr Israel : Té a oar pégémen̄t a boan hon eûz bét ;

15. Pénaoz eo bét diskennet hon tadou enn Éjipt, hag omp choumet énô pell-amzer ; ha pénaoz ann Éjiptianed hô deûz hor glac’haret, nî hag hon tadou ;

16. Ha pénaoz ô véza garmet étrézég ann Aotrou, en deûz klevet ouz-omp, hag en deûz kaset hé Éal, péhini en deûz hon tennet eûz ann Éjipt. Émomp bréman̄ é kéar Kadez, péhini a zô war harzou da rouan̄télez.

17. Da bidi stard a réomp d’hol lézel da dréménout dré da vrô. N’az aimp két a-dreûz d’ar parkeier, na d’ar gwiniennou ; na évimp két ann dour eûz hô pun̄sou ; hôgen mond a raimp dré ann hen̄t brâz, hép distrei nag a zéou nag a gleiz, bété ma hor bézô treûzet da harzou.

18. Hag Édom a lavaraz d’ézhan̄ : Na dréméni két dré va zouarou, pé éz inn gan̄t va armou enn da énep.

19. Ha bugalé Israel a lavaraz : Dré ann hen̄t-meur éz aimp : ha ma évomp eûz da zour-dé, nî hag hol loéned, é rôimp d’id ar péz a zô réd : na vézô két a énébiez évid ann digoll : hol lez hép-kén da dréménout héb harz.

20. Hag hén̄ a lavaraz : Na dréméni két. Ha râk-tâl é kerzaz enn hô raok gan̄d eul lôd brâz a dûd, hag eunn armé gré,

21. Ha na fellaz két d’ézhan̄ salaoui Israel a bédé anézhan̄ évit ma hô lezché da dréménout dré hô brô : râk-sé Israel a belleaz dioc’h hé zouarou.

22. Ha p’hô dôé savet hô c’hamp eûz a Gadez, é teûjon̄t da vénez Hor, a zô war-harz brô Édom.

23. Hag énô é komzaz ann Aotrou out Moizez :

24. R’az ai, émé-z-han̄, Aaron da gavout hé bobl ; râk n’az ai két enn douar em eûz rôet da vugalé Israel, ô véza ma eo bét diskrédik d’am gér, el léac’h hanvet Doureier ann énébiez.

25. Kémer Aaron hag hé vâb gan̄t-han̄, ha kâs-hi war vénez Hor.

26. Diwiska a rî hé zaé d’ann tâd, hag é wiski anézhi da Éléazar, hé vâb ; Aaron a vézô dastumet gan̄t hé dadou hag a varvô énô.

27. Moizez a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou : hag hî a biñaz war vénez Hor, dirâg ann holl bobl.

28. Ha goudé m’en dôé diwisket hé zaé da Aaron, é wiskaz anézhi da Éléazar hé vâb.

29. Aaron ô véza marô war lein ar ménez, é tiskennaz Moizez gan̄d Eléazar.

30. Hôgen ann holl bobl ô wélout pénaoz é oa marô Aaron, a wélaz war-n-ézhan̄ é-pâd trégon̄t dervez, enn hô holl diégésiou.


————


XXI. PENNAD.


Krôz névez ann Israélited. Aer arem.


1. Pa glevaz Arad, roué ar C’hananéed, pehini a choumé war-zû ar c’hrésteiz, pénaoz é oa deûet Israel dré hen̄t ar Spierien, é stourmaz out-han̄, hag ô véza hé drec’het, é kasaz gan̄t-han̄ ann diwisk anézhô.

2. Hôgen Israel oc’h en em wéstla d’ann Aotrou gan̄d eul lé, a lavaraz : Ma lékéez ar bobl-zé étré va daouarn, é wastinn hé geriou.

3. Hag ann Aotrou a glevaz out pédennou Israel, hag a lékéaz ar C’hananéed étré hé zaouarn, goudé béza hô lazet, ha disman̄tret hô c’heriou ; hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé Horma, da lavaroud eo, Anaoué.

4. Hôgen hî a iéaz eûz a vénez Hor dré ann hen̄t a gâs d’ar môr Rûz, évit mon̄t war-drô da zouar Édom. Hag é téraouaz ar bobl en em zoania gan̄d ann hen̄t ha gan̄d al labour.

5. Hag ô komza oud Doué ha Moizez, é lavaraz : Pérâg éc’h eûz-té hon tennet eûz ann Éjipt, évit ma varvchemp enn distrô ? Bara hon eûz ézomm, n’hon eûz kéd a zour. Hor c’haloun é deûz heûg oc’h ar boed dister-zé. (T).

6. Râk-sé ann Aotrou a gasaz oud ar bobl aéred tanuz, ha kalz anézhô ô véza bét glazet pé lazet gan̄t-hô,

7. É teûjon̄t da gaout Moizez, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Péc’het hon eûz ô véza ma hon eûz komzet a-éneb ann Aotrou hag enn da énep-té ; péd-hén̄ ma tennô ann aéred-zé eûz hor c’hreiz. Moizez a bédaz éta évid ar bobl,

8. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Gra eunn aer arem, ha laka-hi évid arouéz ; néb a vésô bét flemmet hag a sellô out-hi, a vévô.

9. Moizez a réaz éta eunn aer arem, hag a lékéaz anézhi évid arouéz : néb a oa bét flemmet hag a zellé out-hi a zeûé iac’h.

10. Bugalé Israel ô véza éat-kuît ac’hanô, a steñaz hô c’hamp é Obot.

11. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é tisplegchon̄t hô zeltou é Jéabarim, enn distrô a sell out Moab war-zû ar sav-héol.

12. Hag ô véza savet hô c’hamp ac’hanô, e teûjon̄t da froud Zared ;

13. Hag ô véza lézet ar c’hamp-zé, é tisplegchon̄t hô zeltou é-tâl Arnon, a zô enn distrô, hag a skô war harzou ann Amorréed. Rag Arnon a zô war harzou Moab, hag a rann ar Voabited eûz ann Amorréed.

14. Ac’hanô eo, eo bét lavaret é levr brézéliou ann Aotrou : Ével ma en deûz gréat er môr Rûz, ével-sé é rai é froudennou Arnon.

15. Kerreg ar froudennou a zô en em izéléet évid diskenni étrézég Ar ha choum a zâ war harzou ar Voabited.

16. Hag hi ô ton̄d eûz al léac’h-zé, é oé gwélet eur pun̄s, diwar-benn péhini é komzaz ann Aotrou out Moizez, ô lavarout : Dastum ar bobl, hag é rôinn dour d’ézhan̄.

17. Neûzé Israel a ganaz ar ganaouen-man̄ : Ra biñô ar pun̄s. Kana a réan̄t holl war-eunn-drô. (T).

18. Ar pun̄s eo hô deûz toullet ar brin̄sed, hag hô deûz aozet pennou ar bobl dré urz ann hini en deûz rôet al lézen, ha gan̄d hô bisier. Eûz ann distrô éz éjon̄d da Vattana ;

19. Eûz a Vattana da Nahaliel : eûz a Nahaliel da Vamot.

20. Eûz a Vamot éz éjon̄t d’eunn draon̄ien a zô é brô Moab, é lein ménez Fasga a zell oud ann distrô.

21. Hôgen Israel a gasaz kannaded da Zéhon, roué ann Amorréed, évit lavaroud d’ézhan̄ :

22. Va lez da von̄t dré da zouar ; na zistrôimp két dré da barkou ha da winiennou ; na évimp két a zour eûz da bun̄sou ; dré ann hen̄t brâz é kerzimp, kén n’hor bézô tréménet da harzou.

23. Sébon na fellaz két dézhan̄ lézel Israel da von̄t dré hé vrô ; hag ô véza zô-kén dastumet hé armé, éz éaz d’hé ziarbenna d’ann distrô, é teûaz da Jasa, hag en em gannaz oud Israel.

24. Hôgen Israel hen diskolpaz gan̄d ar c’hlézé, hag a géméraz hé vrô, adaleg Arnon bété Jébok, ha bété bugalé Ammon ; rag harzou ann Ammonited a oa diwallet gan̄t gwikadellou kré.

25. Israel a géméraz éta hé holl geriou, hag a choumaz é keriou ann Amorréed, da lavaroud eo, é Hesébon hag enn hé vourc’hiou.

26. Rak kéar Hésébon a oa da Zéhon, roué ann Amorréed, péhini a oa en em gannet out roué Moab, hag en dôa kéméret ann holl zouar a oa enn hé gerz, bétég Arnon.

27. Dré-zé eo é lévéreur dré eul lavar paot : Deûit da Hesébon, ra vézô diazézet, ra vézô savet kéar Séhon.

28. Tân a zô savet eûz a Hesébon, flamm a zô deûet eûz a géar Sébon, ha loun̄ket eo bét gan̄t-han̄ Ar ar Voabited, hag ar ré a choumé war al lec’hiou uc’hel eûz ann Arnon.

29. Gwa té, Moab ; kolled oud, pobl Kamos. Lézet en deûz hé vipien da dec’hout, hag hé verc’hed da véza sklavézed da Zéhon, roué ann Amorréed.

30. Torret eo bét hô iéô adaleg Hesébon bété Dibon. Skuiz ô tec’hout in̄t deûet da Nofé, ha bété Médaba.

31. Israel a choumaz éta é douar ann Amorréed.

32. Ha Moizez a gasaz tûd évid anaout brô Jazer ; hag hî a géméraz hé bourc’hiou, hag ar ré a choumé enn-hô.

33. Hag hî a zistrôaz, hag a biñas dré ann hen̄t a gâs da Vasan : hag Og, roué Basan, a zeûas d’hô diarbenna gan̄d hé holl bobl, évid en em ganna gan̄t-hô é Édrai.

34. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : N’az péz két a aoun ra-z-han̄, rag hé lékéat em eûz étré da zaouarn, hén̄ hag hé holl bobl, hag hé holl zouar ; hag é rî enn hé gén̄ver ével ma éc’h eûz gréat é-kén̄ver Séhon, roué ann Amorréed, péhini a choumé é Hesébon.

35. Hé ziskolpa a réjon̄d éta, hén̄ hag hé vipien, hag hé holl bobl, hép ma choumaz hini anézhô ; hag hî a géméraz hé holl vrô.


————


XXII. PENNAD.


Balak a c’halv Balaam. Azen Balaam a gomz.


1. Ha bugalé Israel ô véza éat-kuît ac’hanô, a zisplégaz hô zeltou é kompézennou Moab, é-tâl ar Jourdan, enn tû all da béhini éma Jériko.

2. Hôgen Balak, mâb Séfor, ô wélout pétrâ en dôa gréat Israel d’ann Amorréed,

3. Ha pénaoz ar Voabited hô dôa aoun vrâz râg ar bobl-zé, ha na helljen̄t két stourmi out-hô (T),

4. É lavaraz da hénaoured Madian : Ar bobl zé a gasô-da-gét ar ré holl a choum enn-drô d’é-omp, é-c’hiz ma teû ann éjenn da beûri ar iéot bétég ar grisiou. Balak a oa Roué é Moab enn amzer-sé.

5. Kannaded a gasaz da Valaam, mâb Béor, ann diouganer, péhini a choumé é-harz ster douar bugalé Ammon, évid hé gerc’hout, ha lavarout d’ézhan̄ : Chétu eur bobl a zô deûet eûz ann Éjipt, a c’hôlô gorré ann douar, hag en deûz displéget hé deltou rag-énep d’in.

6. Deûz éta, ha taol da valloz war ar bobl-zé ; rak kréoc’h égéd-oun eo ; ma wélinn ha mé a hellô enn eunn doaré-bennâg hé ganna hag hé gas-kuît diwar va douar ; rak mé a oar pénaoz ann hini a vennigi a vézô benniget, hag ann hini war béhini éz pézô taolet ar valloz a vézô milliget.

7. Ar ré gôz eûz a Voab, hag hénaoured Madian a iéaz éta, hag enn hô daouarn gôbr ann diouganérez. Ha pa oen̄t éat da gaout Balaam, hag hô dôé lavaret d’ézhan̄ holl c’heriou Balak :

8. É lavaras-hén̄ : Choumid aman̄ hénôz, ha mé a rôi da anaoud d’é-hoc’h ar péz en dévézô lavaret ann Aotrou d’in. Ar ré-man̄ ô véza choumet é-tî Balaam, é teûaz Doué, hag é lavaraz d’ézhan̄ :

9. Pétrâ a fell d’ann dûd-zé a zô enn da dî ?

10. Ha Balaam a lavaraz da Zoué : Balak, mâb Séfor, roué ar Voabited, en deûz hô c’haset,

11. Da lavarout d’in : Chétu eur bobl a zô deûet eûz ann Éjipt, a c’hôlô gorré ann douar ; deûz ha taol da valloz war-n-ézhan̄, ma wélinn ha mé a héllô enn eunn doaré-bennâg hé ganna hag hé gas-kuît.

12. Ha Doué a lavaraz da Valaam : N’az â két gan̄t-hô, ha na villig két ar bobl-zé ; rak benniget eo.

13. Balaam ô véza savet diouc’h ar min̄tin a lavaraz d’ar brin̄sed : Id d’hô prô ; rag ann Aotrou en deûz miret ouz-in n’éz ajenn gan-é-hoc’h.

14. Ar brin̄sed ô véza distrôet, a lavaraz da Valak : Né két fellet da Valaam don̄t gan-é-omp.

15. Neûzé Balak a gasaz d’ézhan̄ a-névez kalz mui a gannaded, hag hî brudétoc’h égéd ar ré gen̄ta.

16. Pa oé deûet ar ré-man̄ étrézé Balaam, é léverchon̄t d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a lavar Balak, mâb Séfor : Na zalé két da zon̄t d’am c’havout.

17. Daré ounn d’as énori, ha kémen̄d a fellô d’id a rôinn d’id ; deûz, ha taol da valloz war ar bobl-zé.

18. Ha Balaam a lavaraz : Ha pa rôfé Balak d’in leiz hé di a arc’han̄t hag a aour, na helfenn két trei gér ann Aotrou va Doué, évit lavarout pé muioc’h, pé nébeûtoc’h.

19. Mé hô péd da choum c’hoaz ann nôz-man̄ aman̄, ma hellinn gouzout pétrâ a lavarô adarré ann Aotrou d’in.

20. Doué a zeûaz éta diouc’h ann nôz da gavout Balaam, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-eo deûet ann dûd-zé évid da gerc’hon̄t, saô, ha kéa gan̄t-hô ; laka évez koulskoudé da ôber ar péz a c’hourc’hémenninn d’id.

21. Balaam a zavaz diouc’h ar min̄tin, ha goudé béza dibret hé azénez, éz éaz enn hen̄t gan̄t ar gannaded.

22. Ha Doué a zavaz drouk enn-han̄ (T). Hag eunn éal d’ann Aotrou en em lékéaz enn hé zâ enn hen̄t râg-énep da Valaam a oa piñet war hé azénez, hag en doa daou vével gan̄t-han̄.

23. Ann azénez ô wélout ann éal enn hé zâ enn hen̄t, hag hé glézé enn noaz enn hé zourn, a zistrôaz diwar ann hen̄t, hag a iéa a-dreûz ar mésiou. Ha pa skôé Balaam gan̄t-hi ô fellout d’ézhan̄ hé digas war ann hen̄t,

24. Ann éal en em lékéaz enn hé zâ enn eul léac’h strîz étré diou vôger a oa war-drô d’ar gwiniennou.

25. Pa her gwélaz ann azénez, en em stardaz oud ar vôger, hag é waskaz war droad ann hini a oa war hé c’hein. Hag hén̄ a skôaz gan̄t-hi eunn eil wéach.

26. Hôgen ann éal ô tréménout enn eul léac’h strizoc’h, é péhini na helled distrei nag a zéou nag a gleiz, en em lékéaz enn hé zâ dirâg ann azénez.

27. Pa wélaz ann azénez ann éal enn hé zâ dira-z-hi, é c’hourvézaz dindân treid Balaam ; hag hé-man̄ ô von̄t drouk enn-han̄ mui-oc’h-vui, a skôé c’hoaz kréoc’h gan̄d hé vâz war hé gostésiou.

28. Hôgen ann Aotrou a zigoraz génou ann azénez, hag hî a lavaraz : Pétrâ em eûz-mé gréat d’id ? Pérâg éc’h eûz-té skôet gan-én̄ bété teir gwéach ?

29. Ha Balaam a lavaraz d’ézhi : O véza ma éc’h eûz hé zellézet, ha ma éc’h eûz gréat goab ac’hanoun. Pérâk n’am eûz-mé ket eur c’hlézé évid da laza !

30. Hag ann azénez a lavaraz d’ézhan̄ : Ha n’ounn-mé két da loen, war béhini oud bét boazet da biña bépréd bétég-henn ? Lavar ma em eûz biskoaz gréat d’id nétrâ ével-henn ? Biskoaz, émé-z-han̄.

31. Râk-tâl ann Aotrou a zigoraz daoulagad Balaam, hag hén̄ a wélaz ann éal a oa enn hé zâ enn hen̄t, hag eur c’hlézé noaz enn hé zourn ; hag ô véza en em strin̄ket d’ann douar, éc’h azeûlaz anézhan̄.

32. Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg éc’h eûz-té skôet teir gwéach gan̄d da azénez ? Mé a zô deûet évid énébi ouz-id, rak da hen̄t a zô fall, hag énep d’in ;

33. Ha ma na vijé két bét distrôet ann azénez diwar ann hen̄t, évit lézel al léac’h gan-én̄ pa énébenn out-hî, em bijé da lazet, hag hî a vijé choumet béô.

34. Ha Balaam a lavaraz d’ann éal : Péc’het em eûz, ô véza na wienn két pénaoz édoz savet a-énep d’in ; hôgen bréman̄ mar kavez droug ez ajenn dî, é tistrôinn war va c’hîz.

35. Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa gan̄t-hô, ha diwall na liviri nétrâ all néméd ar péz a c’hourc’hémenninn d’id. Mon̄d a reaz éta gan̄d ar brin̄sed.

36. Pa glevaz Balak pénaoz é teûé Balaam, ez éaz war hé arbenn bétég eur géar eûz ar Voabited, a zô war harzou brô Arnon.

37. Hag hén̄ a lavaraz da Valaam : Kannaded em eûz kaset évid da gerc’hout, pérâk n’oud két deûet râk-tâl d’am c’havout ? Ha na hellann-mé két rei gôbr d’id ô véza maz oud deûet ?

38. Ha Balaam a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu mé a zô deûet ; hôgen ha mé a hellô lavarout nétrâ kén néméd ar péz a lakai Doué em génou ?

39. Mon̄d a réjon̄t éta kévret, hag é teûjon̄t enn eur géar, a oa war harzou rouan̄télez Balak.

40. Ha pa en dôé Balak lékéat da laza éjenned ha dén̄ved, é kasaz rôou da Valaam ha d’ar brin̄sed a oa gan̄t-han̄.

41. Pa oé deûet ar min̄tin, Balak a gasaz Balaam war lec’hiou uc’hel Baal, hag a ziskouézaz d’ézhan̄ ac’hanô penn armé ar bobl a Israel.


————


XXIII. PENNAD.


Balaam a vennig pobl Israel.


1. Neûzé Balaam a lavaraz da Valak : Saô aman̄ d’in seiz aoter ; hag aoz seiz leûé ha kémen̄d all a dourzed.

2. Ha pa en dôé gréat Balak hervez lavar Balaam, é lékéjon̄t kévret eul leûé hag eunn tourz war péb aoter.

3. Ha Balaam a lavaraz da Valak : Choum eunn nébeût é-kichen da zakrifiz-losk, ken na wélinn ma en em ziskouézô ann Aotrou d’in, évit ma livirinn d’id kémen̄d en dévézô gourc’hémennet d’in.

4. Hag ô véza éat-kuît buhan, é teûaz Doué d’hé gavout. Ha Balaam a lavaraz d’ézhan̄ : Seiz aoter em eûz savet, hag em eûz lékéat eul leûé hag eunn tourz war bép-hini anézhô.

5. Hôgen ann Aotrou a lékéaz ar gér é génou Balaam, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Distrô étrézé Balak, ha komz out-han̄ ével-henn.

6. O véza distrôet, é kavaz Balak enn hé zâ é-kichen hé sakrifiz-losk, gan̄d holl brin̄sed ar Voabited.

7. Neûzé en em lékéaz da ziougani, hag é lavaraz : Balak, roué ar Voabited, en deûz va lékéat da zon̄t eûz a Aram, eûz a vénésiou ar sav-héol ; Deûz, émé-z-han̄, ha millig Jakob ; hast affô, hag argarz Israel.

8. Pénaoz é villiginn-mé ann hini n’en deûz két milliget Doué ? Gan̄t pé abek éc’h argarzinn-mé ann hini pé-hini né két argarzet gan̄d ann Aotrou ?

9. Eûz a lein ar réier her gwélinn, hag eûz ar grec’hiou é sellinn out-han̄. Ar bobl-zé a choumô hé-unan, ha na vézô két lékéat é niver ar brôadou.

10. Piou a hellô nivéri poultr Jakob, hag anaout ann niver eûz a wenn Israel ? Ra varvinn eûz a varô ar ré wirion, ha ra vézô va marô hén̄vel oud hô hini.

11. Ha Balak a lavaraz da Valaam : Pétrâ a réz-té ? Da c’halvet em eûz évit milliga va énébourien, ha té enn-énep a vennig anézhô.

12. Ha Balaam a lavaraz : Ha mé a hell lavarout nétrâ all néméd ar péz en dévézô gourc’hémennet ann Aotrou d’in ?

13. Neûzé Balak a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz gan̄-én̄ enn eul léac’h all, a béléac’h é wéli lôd eûz a Israel, hép ma helli hé wélout holl ; hag ac’hanô a villigi anézhan̄.

14. Ha goudé m’en dôé hé gaset da eul léac’h uc’hel-brâz, war lein ménez Fasga, é savaz Balaam seiz aoter, é lékéaz eul leûé hag eunn tourz war bép-hini ;

15. Hag é lavaraz da Valak : Choum aman̄ é-kichen da zakrifiz-losk, kén na vézinn éat war arbenn d’ann Aotrou. (T).

16. Ann Aotrou ô véza deûet d’hé gavout, hag ô véza lékéat ar gér enn hé c’hénou, a lavaraz d’ézhan̄ : Distrô étrézé Balak, ha komz out-han̄ ével-henn.

17. O véza distrôet, é kavaz Balak enn hé zâ é-kichen hé sakrifiz-losk, ha prin̄sed ar Voabited gan̄t-han̄. Ha Balak a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou ?

18. Neûzé Balaam oc’h en em lakaad da ziougani, a lavaraz : Saô, Balak, ha sélaou ; klev, mâb Séfor.

19. Doué né két ével ann dén a hell lavarout gevier, nag ével mâb ann dén a hell béza édrô. Pa en deûz éta lavaret eunn dra, ha n’her grai két ? Pa en deûz komzet, ha na zévénô két hé c’hér ?

20. Kaset ounn bét évit benniga ; na hellann két mirout na vennigchenn.

21. N’eûz kéd a idol é Jakob, ha na wéleur két a skeûden é Israel. Ann Aotrou hé Zoué a zô gan̄t-han̄ hag é kléveur enn hô zouez soun gounid hô roué.

22. Doué en deûz hé zigaset er-méaz eûz ann Éjipt, hag hé ners a zô hén̄vel oud hini ar rinoséros.

23. N’eûz kéd a arouéz a énep Jakob, nag a ziougan a-énep Israel. Lavaret é vézô enn hé amzer da Jakob ha da Israel pétrâ en dévézô gréat Doué.

2i. Chétu ar bobl-zé a zavô ével eul léonez ; sével a rai evel eul léon ; na c’hourvézo két, kén n’en dévézô loun̄ket hé breiz, hag évet goâd ar ré en dévézô lazet.

25. Ha Balak a lavaraz da Valaam : Na villig, na na vennig anézhan̄.

26. Ha Balaam a lavaraz d’ézhan̄ : Ha n’em eûz két lavaret d’id pénaoz é rajenn ar péz a c’hourc’hémenché Doué d’in ?

27. Ha Balak a lavaraz dézhan̄ : Deûz, ha mé az kasô da eul léac’h all, évit gwélout mar plijô gan̄d Doué é villigi anézhô ac’hanô.

28. Ha goudé béza hé gaset war lein ménez Fogor, a zell ouc’h ann distrô,

29. Balaam a lavaraz dézhan̄ : Saô aman̄ d’in seiz aoter, hag aoz seiz leûé, ha kémen̄d all a dourzed.

30. Balak a réaz ével m’en dôa lavaret Balaam d’ézhan̄, hag é lékéaz eul leûé hag eunn tourz war béb aoter.


————


XXIV. PENNAD.


Balaam a ziougan diwar-benn Israel, ha diwar-benn ar C’hrist.


1. Pa wélaz Balaam pénaoz é fellé d’ann Aotrou é vennigché Israel, n’az éaz mui ével kén̄t évit ôber hé ziougan ; hôgen ô trei oud ann distrô,

2. Hag ô sével hé zaoulagad, é wélaz Israel enn hé deltou, reizet diouc’h hé vreûriézou. Ha spéred Doué ô véza krôget enn-han̄,

3. En em lékéaz da ziougani ha da lavarout : Chétu pétrâ a lavar Balaam, mâb Béor ; chétu pétrâ a lavar ann dén a zô serret hé lagad :

4. Chétu pétrâ a lavar ann hini a glev geriou Doué, ann hini en deûz gwélet gwélédigez ann Holl-c’halloudek, ann hini a gouez, hag a zeû ével-sé hé zaoulagad da zigeri :

5. Péger kaer eo da dinellou, ô Jakob, ha da deltou, ô Israel !

6. Ével traon̄iennou koadek in̄t, hag ével liorsou douret a-héd ar steriou, hag ével teltou en deûz startéet ann Aotrou, hag ével gwéz-sedr tôst d’ann doureier.

7. Skuḻa a rai ann dour dreist hé zâḻ, hag hé wenn a vézô ével doureier brâz. Hé roué a vézô distaolet enn-abek da Agag, hag hé rouan̄télez a vézô tennet digan̄t-han̄.

8. Doué en deûz hé zigaset er méaz eûz ann Éjipt, hag hé ners a zô hén̄vel oud hini ar rinoséros. Loun̄ka a rain̄t ar boblou a vézô énébourien d’ézhô ; brévi a rain̄t hô eskern, hag é toullin̄t treûz-didreûz anézhô gan̄d hô saézou.

9. Pa c’hourvez, é kousk ével eul léon, hag ével eul léonez ha na grédé dén da zihuna. Néb az pennigô, a vézô benniget hé-unan ; ha néb az milligô, a vézô milliget.

10. Balak ô véza savet droug enn-nan̄ out Balaam, a stlakaz hé zaouarn, hag a lavaraz : Évit millisien va énébourien em eûz da c’halvet, ha chétu enn-éneb éc’h eûz hô benniget teir gwéach.

11. Distrô d’az kéar. Lékéad em bôa em penn digoll ac’hanod ; hôgen ann Aotrou en deûz miret ouz-id n’az pé ar gôbr em bôa dileûret d’id.

12. Ha Balaam a lavaraz da Valak : Ha n’em eûz két lavaret d’ar c’hannaded éc’h eûz kaset d’in :

13. Ha pa rôfé Balak d’in leiz hé di a arc’han̄t hag a aour, na helfenn két mon̄d dreist gér ann Aotrou va Doué, évit ma lavarchenn nétrâ eûz va fenn, nag é mâd nag é drouk ; hôgen é lavarchenn kémen̄d en dijé lavaret ann Aotrou d’in ?

14. Koulskoudé ô tistrei étrézé va fobl, é rôinn d’id eunn ali, évit ma wézi pétrâ a hellô da ôber da bobl oud ar bobl-zé enn deisiou divéza.

15. Hag oc’h en em lakaad adarré da ziougani, é lavaraz : Chétu pétrâ a lavar Balaam, mâb Béôr ; chétu pétrâ a lavar ann dén a zô serret hé lagad :

16. Chétu pétrâ a lavar ann hini a glev geriou Doué, ann hini a anavez kélénnadurez ar Meûrbéd Uc’hel, ann hini a wél gwélédigésiou ann Holl-c’halloudek, ann hini a gouéz hag en deûz hé zaoulagad digor.

17. Hé wélout a rinn, hôgen né két bréman̄ ; selloud a rinn out-han̄, hôgen né kéd a dôst. Eur stêren a zeûi eûz a Jakob, hag eur walen a zavô eûz a Israel ; hag é skôiô gan̄t pennou Moab, hag é wastô holl vugalé Set.

18. Hag ann Iduméa a vézô enn hé gers ; digwéz Seir a iélô d’hé énébourien ; hôgen Israel a rai pép trâ gan̄t kalz a galoun.

19. Eûz a Jakob é teûi unan hag a aotrouniô hag a wastô ann dilerc’h eûz ar géar.

20. Ha pa wélaz Amalek ; oc’h en em lakaad da ziougani, é lavaraz : Amalek, ar c’hen̄ta eûz ar boblou, a iélô da goll enn divez. (M).

21. Gwéloud a réaz ivé ar Sinéed ; hag oc’h en em lakaad da ziougani, é lavaraz : Kré eo al léac’h é péhini é choumez ; hôgen pétrâ-bennâg ma éc’h eûz lékéat da neiz er méan,

22. Ha ma oud bét dilennet eûz a wenn Sin ; pégeit é helli choum ? Rag Assur az kémérô.

23. Hag oc’h en em lakaad adarré da ziougani, é lavaraz : allaz ! Piou a vézô béô, pa rai Doué kémen̄t-sé ?

24. Don̄t a rain̄t é listri eûz ann Itali ; trec’hi a rain̄t ann Assiried ; gwasta a rain̄t ann Hébréed ; hag enn-divez é vézin̄t kollet hô-unan.

25. Ha Balaam a zavaz, hag a zistrôaz d’ar géar. Balak a zistrôaz ivé dré ann hen̄t dré béhini é oa deûet.


————


XXV. PENNAD.


Gadélez hag idolatri bugalé Israel. Kastiz ar bobl.


1. Hôgen enn amzer-zé Israel a choumé e Settim, hag ar bobl a gouézaz é gadélez gan̄t merc’hed Moab,

2. Peré hô c’halvaz d’hô sakrifisou. Hag hî a zebraz lôd anézhô, hag a azeûlaz hô douéed.

3. Hag Israel en em wéstlaz da Véel-Fégor ; hag ann Aotrou ô von̄t drouk enn-han̄,

4. A lavaraz da Voizez : Kémer holl brin̄sed ar bobl, ha laka-hi out krougou é-kreiz ann deiz, évit na gouézô ket va frouden war Israel.

5. Ha Moizez a lavaraz da varnerien Israel : Ra lazô pép-hini hé dûd a zô en em wéstlet da Véel-Fégor.

6. Ha chétu unan eûz a vipien Israel a iéaz da gavout eur Vadianitez, hag hî eur c’hast, dirâg hé vreûdeûr, é gwél Moizez hag holl vugalé Israel, peré édô o wéla é-tâl dôr ann tabernakl.

7. Pa wélaz kémen̄t-sé Finéez, mâb Éléazar, mâb Aaron ar bélek-brâz, é savaz eûz a greiz ar bobl, hag ô véza kéméret eur goustiḻ,

8. Éz éaz war-lerc’h ann Israélit-zé el léac’h gadal, hag hô zreûzaz hô daou war-eunn-drô, da lavaroud eo, ar goâz hag ar vaouez, er péz a zô réd évit génel. Ha gouli bugalé Israel a éhanaz.

9. Ha neûzé é oé lazet pévar mil dén war-n-ugen̄t.

10. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez :

11. Finéez, mâb Éléazar, mâb Aaron ar bélek-brâz, en deûz distrôet va buanégez diwar bugalé Israel ; ô véza ma eo bét ken̄traouet gan̄t va oaz enn hô énep, évit na gasinn két da-gét va-unan bugalé Israel em oaz.

12. Râk-sé, lavar d’ézhan̄ pénaoz é rôann d’ézhan̄ péoc’h va gévrédigez,

13. Hag é vézô, kenn d’ézhan̄ ha d’hé wenn, eur vélégiez da viken, ô véza ma eo bét oazuz é-kén̄ver hé Zoué, ha ma en deûz gwalc’het péc’hed bugalé Israel.

14. Hôgen ann Israélit a oé lazet, hag ar Vadianitez gan̄t-han̄, a oa hanvet Zambri, mâb Salu, hag a oa é penn da unan eûz a diégézou breûriez Siméon.

15. Hag ar Vadianitez a zô bét lazet gan̄t-han̄, a oa hanvet Kozhi, merc’h Sur, unan eûz ar brasa prin̄sed eûz ar Madianited.

16. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

17. Ra wézô ar Vadianited pénaoz oc’h énébourien d’ézhô, ha skôit gan̄t-hô :

18. O véza ma in̄t en em drôet ouz-hoc’h ével énébourien ha ma hô deûz hô touellet gan̄d idol Fogor, ha gan̄t Kozhi hô c’hoar, merc’h prin̄s Madian, péhini a zô bét lazet é deiz ar gouli enn abek da fallagriez Fogor.


————


XXVI. PENNAD.


Nivérérez bugalé Israel, péré a dlé mon̄t d’ann douar gwéstlet.


1. Goudé ma oé bét skuḻet goâd ar wallerien, ann Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Éléazar ar bélek-brâz, mâb Aaron :

2. Nivérit ann holl strollad eûz a vugalé Israel, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, diouc’h hô ziez hag hô c’héren̄tiézou, ar ré holl a hell mon̄d d’ar brézel.

3. Râk-sé Moizez hag Éléazar ar bélek-brâz, pa oan̄t é kompézen Moab, a-héd ar Jourdan, râg-énep da Jérikô, a gomzaz oud ar ré hô dôa

4. Ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, hervez m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou ; ha chétu ann niver anézhô :

5. Ruben ken̄ta-ganet Israel : Mipien Ruben, Hénoc’h, a béhini tiad ann Hénoc’hited : ha Fallu, a béhini tiad ar Falluited :

6. Hag Hesron, a béhini tiad ann Hesronited : ha Charmi, a béhini tiad ar Charmited.

7. Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a wenn Ruben ; hag ann niver anézhô en em gavaz eûz a dri mil ha daou-ugen̄t mil a seiz kan̄t ha trégon̄t.

8. Fallu en dôé da vâb Éliab :

9. Mipien Éliab a oé Namuel, ha Datan, hag Abiron. Ar ré-man̄, da lavaroud eo, Datan hag Abiron, a oé ar brin̄sed-zé eûz ar bobl, péré a zavaz a-énep Moizez hag Aaron é dispac’h Koré, pa en em zispac’hchon̄t a-énep ann Aotrou ;

10. Hag ann douar a zigoraz dré ann han̄ter évit loun̄ka Koré, kalz ré-all ô véza marô gan̄t-han̄, pa zevas ann tân dék dén ha daouzég-ugen̄t. Ha c’hoarvézoud a réaz eur burzud brâz ;

11. Râk, pétrâ-bennâg ma varvaz Koré, na varvaz két hé vipien gan̄t-han̄.

12. Mipien Siméon hervez hô c’héren̄tiézou : Namuel, a béhini tiad ann Namuélited : ha Jamin, a béhini tiad ar Jaminited : ha Jac’hin, a bébini tiad ar Jac’hinited :

13. Ha Zaré, a béhini tiad ar Zaréited : ha Saul, a béhini tiad ar Saulited.

14. Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a wenn Siméon ; hag ann niver anézhô a oa eûz a zaou vil war-n ugen̄t ha daou c’han̄t.

15. Mipien Gad hervez hô c’héren̄tiézou ; Séfon, a béhini tiad ar Séfonited : hag Aggi, a béhini tiad ann Aggited : ha Suni, a béni tiad ar Sunited :

16. Hag Ozni, a béhini tiad ann Oznited : hag Her, a béhini tiad ann Hérited :

17. Hag Arod, a béhini tiad ann Arodited : hag Ariel, a béhini tiad ann Ariélited.

18. Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a C’had ; hag ann niver anézhô a oa eûz a zaou-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

19. Mipien Juda a oé Her, hag Onan, péré a varvaz hô daou é douar Kanaan.

20. Ha mipien Juda hervez hô c’héren̄tiézou : Séla, a béhini tiad ar Sélaited : ha Farez, a béhini tiad ar Farézited ; ha Zaré, a béhini tiad ar Zaréited.

21. Hôgen mipien Farez a oé Hesron, a béhini tiad ann Hesronited : hag Hamul, a béhini tiad ann Hamulited.

22. Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a Juda ; hag ann niver anézhô a oa eûz a c’houéac’h mil dék ha tri-ugen̄t mil ha pemp kan̄t.

23. Mipien Isakar hervez hô c’héren̄tiézou : Tola, a béhini tiad ann Tolaited : ha Fua, a béhini tiad ar Fuaited.

24. Ha Jasub, a béhini tiad ar Jasubited : ha Semran, a béhini tiad ar Semranited.

25. Ar ré-zé eo ar c’héren̄tiézou eûz a Isakar ; hag ann niver anézhô a oa eûz a bévar mil ha tri-ugen̄t mil ha tri c’han̄t.

26. Mipien Zabulon hervez hô c’héren̄tiézou : Sared, a béhini tiad ar Sarédited ; hag Élon, a béhini tiad ann Élonited : ha Jalel, a béhini tiad ar Jalélited.

27. Ar ré-zé eo ar c’héren̄tiézou eûz a Zabulon ; hag ann niver anézhô a oa eûz a dri-ugen̄t mil ha pemp-kan̄t.

28. Mipien Jozef hervez hô c’héren̄tiézou : Manasé hag Éfraim.

29. A Vanasé eo bét ganet Mac’hir, a béhini tiad ar Vac’hirited : ha Mac’hir a oé tâd Galaad, a béhini tiad ar C’halaadited.

30. Galaad en dôé da vipien, Jézer, a béhini tiad ar Jézérited : hag Hélek, a béhini tiad ann Hélékited :

31. Hag Asriel, a béhini tiad ann Asriélited ; ha Séchem, a béhini tiad ar Séchémited :

32. Ha Sémida, a béhini tiad ar Sémidaited : hag Héfer, a béhini tiad ann Héférited.

33. Hôgen Héfer a oé tâd da Zalfaad, péhini n’en dôé két a vipien, hôgen merc’hed hép-kén, a bére éma aman̄ ann hanvou : Maala, ha Noa, hag Hégla, ha Melcha, ha Tersa.

34. Ar ré-zé eo ann tiadou eûz a Vanasé, hag ann niver anézhô a oa eûz a zaou vil hag han̄ter-kan̄t mil ha seiz kan̄t.

35. Hôgen mipien Éfraim hervez hô c’héren̄tiézou, a oé ar ré-man̄ : Sutala, a béhini tiad ar Zutalaited : ha Bécher, a béhini tiad ar Véchérited : ha Téhen, a béhini tiad ann Téhénited.

36. Hôgen mâb Sutala a oé Héran, a béhini tiad ann Héranited.

37. Ar ré-zé eo ar c’héren̄tiézou eûz a Éfraim ; hag ann niver anézhô a oa eûz a zaou vil ha trégon̄t mil ha pemp kan̄t.

38. Chétu mipien Jozef hervez hô ziadou. Mipien Ben̄jamin hervez hô c’héren̄tiézou : Béla, a béhini tiad ar Belaited : hag Asbel, a béhini tiad ann Asbélited : hag Ahiram, a béhini tiad ann Ahiramited :

39. Ha Sufam, a béhini tiad ar Sufamited : hag Hufam, a béhini tiad ann Hufamited.

40. Mipien Béla a oé Héred ha Noéman. Eûz a Héred, tiad ann Hérédited : eûz a Noéman, tiad ann Noémanited.

41. Chétu mipien Ben̄jamin hervez hô c’héren̄tiézou ; hag ann niver anézhô a oa eûz a bemp mil ha daou ugen̄t mil ha c’houec’h kan̄t.

42. Mipien Dan hervez hô c’héren̄tiézou : Suham, a béhini tiad ar Suhamited. Ar ré-zé eo mipien Dan hervez hô ziadou.

43. Suhamited é oen̄t holl ; hag ann niver anézhô a oa eûz a bévar mil ha tri-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t.

44. Mipien Aser hervez hô c’héren̄tiézou, Jemna, a béhini tiad ar Jemnaited : ha Jessui, a béhini tiad ar Jessuited : ha Brié, a béhini tiad ar Briéited.

45. Mipien Brié a oé Héber, a béhini tiad ann Hébérited : ha Melkiel, a béhini tiad ar Velkiélited.

46. Hôgen hanô merc’h Aser, a oé Sara.

47. Ar ré-zé eo ar c’héren̄tiézou eûz a vipien Aser : hag ann niver anézhô a oa eûz a dri mil hag han̄ter-kan̄t mil ha pévar c’han̄t.

48. Mipien Neftali hervez hô c’héren̄tiézou : Jésiel, a béhini tiad ar Jésiélited : ha Guni, a béhini tiad ar Gunited :

49. Ha Jéser, a béhini tiad ar Jésérited : ha Sellem, a béhini tiad ar Sellémited.

50. Ar ré-zé eo kéren̄tiézou mipien Neftali, hervez hô ziadou ; hag ann niver anézhô a oa eûz a bemp mil ha daou-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t.

51. Chétu ann niver eûz a strollad mipien Israel, en em gavaz eûz a c’houec’h kan̄t mil hag eur mil ha seiz kan̄t ha trégon̄t.

52. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

53. Ann douar a vézô rannet étré ar ré-man̄, évit ma vézô enn hô c’hers hervez ann niver eûz hô hanvou.

54. D’ar ré a vézô é niver brâz, é rôi eul lôden vrasoc’h, ha d’ar ré a vézô é niver bihan, é rôi eul lôden vihanoc’h ; hag ar gers a vézô rôet da bép-hini, hervez ma eo bét nivéret bréma :

55. Enn hévélep doaré koulskoudé ma vézô rannet ann douar dré ar sort étré ar breûriézou hag ann tiadou.

56. Kémen̄t a vézô digwézet dré ar sort, a zeûi é kers ann niver brâz pé ann niver bihan.

57. Chétu ivé niver mipien Lévi hervez hô ziadou : Gerson, a béhini tiad ar C’hersonited : ha Kaat, a béhini tiad ar C’haatited : ha Mérari, a béhini tiad ar Vérarited.

58. Ar ré-man̄ eo tiadou Lévi : tiad Lobni, tiad Hébroni, tiad Moholi, tiad Musi, tiad Koré. Hôgen Kaat a oé tâd Amram,

59. Péhini en dôé da c’hrég Joc’habed, merc’h Lévi, péhini a oé ganet d’ézhan̄ enn Éjipt, hou-man̄ a c’hanaz eûz a Amram, hé ozac’h, daou vâb Aaron ha Moizez, ha Mari hô c’hoar.

60. Eûz a Aaron é oé ganet Nadab hag Abiu, Éléazar hag Itamar :

61. A béré Nadab hag Abiu a varvaz, évit béza kenniget tân a ziavéaz dirâg ann Aotrou.

6£ Hag ar ré holl eûz a diad Lévi, péré a oé nivéret, a oa eûz a dri mil paotr war-n-ugen̄t, adaleg eur miz hag ouc’h-penn : rak na oen̄t két nivéret é-touez bugalé Israel, ha na oé két rôet a zigwéz d’ézhô é-mesk ar ré all.

63. Chétu ann niver eûz a vugalé Israel, savet gan̄t Moizez hag Éléazar ar bélek-brâz é mésiou Moab, a-héd ar Jourdan, ha rag-énep da Jérikô ;

64. É-touez péré n’en em gavaz hini eûz ar ré a oa bét nivéret ken̄t gan̄t Moizez hag Aaron é distrô Sinai.

65. Rak diouganet en dôa ann Aotrou pénaoz é varvchen̄t holl enn distrô. Na choumaz éta hini anézhô, némét Kaleb, mâb Jéfoné, ha Jozué, mâb Nun.


————


XXVII. PENNAD.


Lézen é-kén̄ver ann digwésiou. Jozué lékéat gan̄t ann Aotrou é-léac’h Moizez.


1. Hôgen merc’hed Salfaad, mâb Héfer, mâb Galaad, mâb Mac’hir, mâb Manasé, a oé mâb da Jozef, hag a béré chétu aman̄ ann hanvou, Maala, Noa, Hégla, Melka ha Tersa,

2. A iéaz da gavout Moizez hag Eléazar ar bélek-brâz, hag holl brin̄sed ar bobl, é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez hag a lavaraz :

3. Hon tâd a zô marô enn distrô : né kéd en em gavet enn dispac’h a zô bét savet gan̄t Koré a-éneb ann Aotrou ; hôgen enn hé béc’hed eo marvet, ha n’en deûz két bét a baotred. Pérâg é vézô-hén̄ tennet hé hanô eûz hé diad, enn abek n’en deûz két bét eur mâb ? Rôit d’é-omp eunn digwéz é-touez kéren̄t hon tâd.

4. Ha Moizez a zougaz hô goulenn da varn ann Aotrou.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ :

6. Eunn dra reiz a c’houlenn merc’hed Salfaad. Rô d’ézhô kers é-touez kéren̄t hô zâd, ha ra zeûin̄t da hérézed d’ézhan̄.

7. Ha chétu pétrâ a liviri da vugalé Israel :

8. Pa vézô marô eunn dén divab, é tréménô madou ann tâd d’hé verc’h.

9. Mar d-eo ivé diverc’h, en dévézô hé vreûdeûr da héred.

10. Ha ma n’en deûz két a vreûdeûr, é rôot hé zigwéz da vreûdeûr hé dâd.

11. Ha ma n’eo deûz két a éon̄tred a berz tâd, é vézô rôet hé zigwéz d’hé géren̄t nésa. Al lézen-zé a vézô miret didorr ha da vikenn gan̄t bugalé Israel, ével m’en deûz ann Aotrou hé c’hourc’hémennet da Voizez.

12. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez : Piñ war vénez Abarim-zé, ha sell ac’hanô oc’h ann douar a dléann da rei da vugalé Israel.

13. Ha goudé m’az pézô hé wélet, éz î ivé étrézé da bobl, ével ma eo éat da vreûr Aaron ;

14. O véza ma hoc’h eûz gwall-c’hréat em c’hen̄ver é distrô Sin é-pâd énébiez ar bobl, ha né két bét fellet d’é-hoc’h va meûli dira-z-han̄ enn abek d’ann doureier, doureier ann énébiez é Kadez, é distrô Sin.

15. Ha Moizez a lavaraz d’ann Aotrou :

16. Ra lakai ann Aotrou, Doué spéréjou pép kîk, eunn dén a vézô é penn d’ann holl bobl-man̄,

17. A hellô mon̄d ha don̄t enn hô raok, hag hô c’hâs hag hô digas ; évit na vézô két pobl ann Aotrou evel dén̄ved hép méser.

18. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer Jozué, mâb Nun, ann dén-zé é péhini éma ar spéred, ha laka da zourn war-n-ézhan̄.

19. Hé-man̄ en em zalc’hô dirâg Éléazar ar bélek-brâz, ha dirâg ann holl bobl ;

20. Hag é rôi d’ézhan̄ kélennou dirag ann holl, ha lôden eûz da véli, évit ma vézô sélaouet gan̄d holl strollad bugalé Israel.

21. Rak-sé, pa vézô eunn dra da ôber, Éléazar ar bélek-brâz a c’houlennô ali digan̄d ann Aotrou. Diout gér Éléazar, Jozué a iélô hag a zeûi, hag holl vugalé Israel gan̄t-han̄, hag ann holl strollad.

22. Moizez a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. Hag ô véza kéméret Jozué, é kasaz anézhan̄ dirâg Éléazar ar bélek-brâz, ha dirâg holl strollad ar bobl.

23. Ha goudé béza lékéat hé zaouarn war hé benn, é tisplégaz d’ézhan̄ kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.


————


XXVIII. PENNAD.


Sakrifisou bemdez, évid deiz ar Sabbat, évid ar c’hen̄ta deiz eûz a bép miz, évit Pask hag évid ar Pan̄tékost.


1. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez :

2. Gourc’hémenn da vugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Kennigit d’in enn hô amzer va c’hennig, hag ar baraou, hag ann hostivou-losk eûz a eur c’houés ker c’houék.

3. Chétu aman̄ ar sakrifisou a dléid da genniga : Daou oan bloaz dinam, bemdéz, ével eur sakrifiz-losk peûr-baduz :

4. Unan a gennigot diouc’h ar min̄tin, hag égilé diouc’h ar pardaez.

5. Hag ann dékved lôden eûz a eunn éfi a flour-gwiniz a vézô glépiet gan̄t éôl ar glana, eûz ar bévaré lôden eûz a eunn hin.

6. Ar sakrifiz-losk peûr-baduz eo, hoc’h eûz kenniget war vénez Sinai, ével sakrifiz eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ann Aotrou.

7. Hag é kennigot évit braoued-kennig ar bévaré lôden eûz a eunn hin a wîn, dré béb oan, é san̄tuar ann Aotrou.

8. Kenniga a réot enn hévélep doaré ann oan all war ar pardaez, gan̄d holl lidou sakrifiz ar min̄tin, hag hé vraoued-kennigou, ével eur c’hennig eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ann Aotrou.

9. Hôgen é deiz ar sabbat é kennigot daou oan bloaz dinam, ha daou zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl, évid ar sakrifiz, hag ar braoued-kennigou,

10. A véz skuḻet diouc’h al lîd dré bép sabbat, ével ar sakrifiz-losk peûr-baduz.

11. Hôgen er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz é kennigot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk, daou leûé eûz ann tropel, eunn tourz, seiz oan bloaz dinam,

12. Ha trî dékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl, évit sakrifiz pép leûé ; ha daou zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl, évit bép tourz.

13. Kenniga a réot ivé ann dékved lôden eûz ann dékved eûz ar flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl, évit péb oan. Eur sakrifiz-losk eo a c’houés vâd d’ann Aotrou.

14. Hôgen chétu kennigou gwîn a dléeur da skuḻa évit pép viktim : ann han̄ter eûz a eunn hin evit pép leûé ; ann drédé lôden évid eunn tourz, hag ar bévaré lôden évid eunn oan. Hennez é vézô ar sakrifiz-losk eûz a bép mîz, a zeû er bloaz ann eil goudé égilé.

15. Kenniget é vézô ive d’ann Aotrou eur bouc’h évid ar péc’hed, oc’h-penn ar sakrifiz-losk peûr-baduz gan̄d hé vraoued-kennigou.

16. Hôgen er miz ken̄ta, d’ar pévarzékved deiz eûz ar mîz, é vézô Pask ann Aotrou ;

17. Ha d’ar pemzékved deiz é vézô ar gouél lid : é-pâd seiz dervez é vézô debret bara dic’hoell.

18. Ann deiz ken̄ta anézhô a vézô énoruz ha san̄tel : na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄.

19. Kenniga a réot d’ann Aotrou é sakrifiz losk, daou leûé eûz ann tropel, eunn tourz, ha seiz oan bloaz dinam ;

20. Hag ar c’hennigou a flour-gwiniz évit pép-hini, a vezô eûz a vleûd glépiet gan̄d éôl, trî dékved dré bép leûe, ha daou zékved évid ann tourz ;

21. Hag ann dékved lôden eûz ann dékved évit péb oan, da lavaroud eo, évit pép-hini euz ar seiz oan ;

22. Hag eur bouc’h évid ar péc’hed, évit ma vézô distolet d’é-hoc’h ;

23. Hép nivéri sakrifiz-losk ar min̄tin a gennigot bépréd.

24. Ével-sé é réot bemdéz é-pâd ar seiz dervez évit ken̄derc’hel ann tân, hag ar c’houés hétuz-brâz d’ann Aotrou, a zavô eûz ar sakrifiz-losk, hag eûz a vraoued-kennig pép viktim.

25. Ar seizved deiz a vézô ivé brudet-brâz ha san̄tel évid-hoc’h : na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄.

26. Deiz ar préveûdiou, pa gennigot ar frouez ken̄ta d’ann Aotrou, goudé béza sévénet ar sizuniou, a vézô énoruz ha san̄tel : na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄.

27. Hag é kennigot d’ann Aotrou é sakrifiz-losk, ével eunn dra a c’houés hétuz-brâz, daou leûé eûz ann tropel, eunn tourz, ha seiz oan bloaz dinam ;

28. Hag ar c’hennigou a flour-gwiniz évit pép-hini, a vézô eûz a vleûd glépiet gan̄d éôl, tri dékved dré bép leûé, ha daou zékved évid ann tourzed ;

29. Hag ann dékved lôden eûz ann dékved évit péb oan, da lavaroud eo, évit pép-hini eûz ar seiz oan : hag ivé ar bouc’h

30. A zô lazet évid ann diskarg ; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé vraoued-kennigou.

31. Kémen̄t loen a gennigot gan̄d hé vraoued-kennig a vézô dinam.


————


XXIX. PENNAD.


Sakrifisou évit gouél ar c’herniel boud, gouél ann diskarg, ha gouél ann teltou.


1. Ar c’hen̄ta deiz eûz ar seizved mîz a vézô ivé énoruz ha san̄tel évid-hoc’h : na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄ ; rak deiz ar soun skiltr, deiz ar c’herniél-boud eo.

2. Kenniga a réot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ézhan̄, eul leûé eûz ann tropel, eunn tourz ha seiz oan bloaz dinam ;

3. Hag évid ar c’hennigou all eûz ar sakrifiz, tri zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl évit pép leûé, daou zékved évid ann tourz,

4. Hag eunn dékved évid pép-hini eûz ar seiz oan ;

5. Hag ar bouc’h évid ar péc’hed, a zo kenniget évit diskarg ar bobl ;

6. Hép nivéri sakrifiz-losk ann deisiou ken̄ta eûz ar mîz, gan̄d hé voéd-kennigou, hag ar sakrifiz-losk peûr-baduz gan̄d ar braoued-kennigou diouc’h ar boaz : hô c’henniga a réot gan̄d ann hévélep lidou ével eur c’houés hétuz-brâz a zeveur dirâg ann Aotrou ;

7. Ann dékved deiz eûz ar seizved mîz-zé a vézô ivé san̄tel hag énoruz évid-hoc’h : gwana a réot hoc’h énéou enn deiz-zé, ha na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄.

8. Kenniga a réot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ézhan̄, eul leûé eûz ann tropel, eunn tourz, ha seiz oan bloaz dinam ;

9. Hag évid ar c’hennigou all eûz ar sakrifiz, tri zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl évit pép leûé, daou zékved évid ann tourz,

10. Hag ann dékved lôden eûz a eunn dékved évit pép-hini eûz ar seiz oan ;

11. Hag ar bouc’h évid ar péc’hed, hép nivéri ann traou a vézeur boazet da genniga évid diskarg ar péc’hed, hag ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennigou hag hé vraoued-kennigou.

12. Hôgeo d’ar pemzékved deiz eûz ar seizved mîz, pehini a vézô san̄tel hag énoruz évid-hoc’h, na réot labour gouniduz é-béd ; hôgen eur goél lîd a réot d’ann Aotrou é-pâd seiz dervez.

13. Kenniga a réot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ézhan̄, trizék leûé eûz ann tropel, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam ;

14. Hag évid ar c’hennigou all eûz ar sakrifiz, tri zékved flour-gwiniz glépiet gan̄d éôl évit pép-hini eûz ann trizék leûé ; ha daou zékved évit pép-hini eûz ann daou dourz ;

15. Hag ann dékved lôden eûz a eunn dékved évit pép-hini eûz ar pévarzék oan,

16. Hag ar bouc’h évid ar péc’hed ; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.

17. D’ann eil zeiz é kennigot daouzék leûé eûz ann tropel, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam.

18. Kenniga a réot ivé, diouc’h al lîd, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed hag eûz ann ein,

19. Hag ar bouc’h évid ar péc’hed ; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.

20. D’ann trédé deiz é kennigot unnék leûé, daou dourz ha pévarzék oan bloaz dinam ;

21. Kenniga a réot ivé, diouc’h al lîd, ar boéd-kennigou hag ar braoued kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed hag eûz ann ein,

22. Hag ar bouc’h évid ar péc’hed ; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.

23. D’ar pévaré deiz é kennigot dék leûé, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam :

24. Kenniga a réot ivé, diouc’h al lîd, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed hag eûz ann ein,

25. Hag ar bouc’h évid ar péc’hed ; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.

26. D’ar pempved deiz é kennigot naô leûé, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam ;

27. Kenniga a réod ivé, diouc’h al lîd, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed, hag eûz ann ein,

28. Hag ar bouc’h évid ar péc’hed, hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd kennig hag hé vraoued-kennig.

29. D’ar c’houec’hved deiz é kennigot eiz leûé, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam ;

30. Kenniga a réod ivé, diouc’h al lîd, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed hag eûz ann ein.

31. Hag ar bouc’h évid ar péc’hed ; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.

32. D’ar seizved deiz é kennigot seiz leûé, daou dourz, ha pévarzék oan bloaz dinam ;

33. Kenniga a réod ivé, diouc’h al lid, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed nag eûz ann ein,

34. Hag ar bouc’h évid ar péc’hed ; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.

35. D’ann eizved deiz, péhini eo al lidusa, na réot labour gouniduz é-béd,

36. Hag é kennigot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ézhan̄, eul leûé, eunn tourz, ha seiz oan bloaz dinam ;

37. Kenniga a réod ivé, diouc’h al lid, ar boéd-kennigou hag ar braoued-kennigou évit pép-hini eûz al leûéou, eûz ann tourzed hag eûz ann ein,

38. Hag ar bouc’h évid ar péc’hed ; hép nivéri ar sakrifiz-losk peûr-baduz, gan̄d hé voéd-kennig hag hé vraoued-kennig.

39. Chétu pétrâ a gennigot d’ann Aotrou enn hô kouéliou-lid, hép nivéri ar gwéstlou hag ar rôou a-ioul a gennigot é sakrifiz-losk, é boéd-kennig, é braoued-kennig, hag é hostivou a béoc’h.


————


XXX. PENNAD.


Lézennou diwar-benn ar gwéstlou gréat gan̄t lé.


1. Moizez a zisklériaz da vugalé Israel kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄ :

2. Hag é lavaraz da brin̄sed breûriézou bugalé Israel : Chétu pétrâ en deûz gourchémennet ann Aotrou :

3 Ma en deûz eur goaz gréat eur gwéstl d’ann Aotrou, pé mar d-eo en em éréet dré lé, na dorrô két hé c’hér ; hôgen sévéni a rai kémen̄d eo en em wéstlet da ôber.

4. Ma é deûz eur vaouez gréat eur gwéstl, ha mar d-eo en em éréet dré lé ; mar d-eo plac’h-iaouan̄k, ha mar d-éma c’hoaz é-tî hé zâd : ma anavez ann tâd ar gwéstl é deûz gréat, hag al lé dré béhini é deûz éréet hé éné, ha mar tâv-hén̄, é vézô hî dalc’het d’hé gwéstl ;

5. Hag é sévénô hag é rai kémen̄d é dévézô gwéstlet ha touet.

6. Hôgen mar d-eo bét énébet ann tâd oud hé gwéstl, kerken̄t ha m’en deûz klevet méneg anézhan̄, hé gwéstlou hag hé léou a vézô didalvez, ha na vézô két dalc’het-hi d’ar péz é dévézô gwéstlet, dré ma en deûz énébet ann tâd.

7. Ma é deûz eunn ozac’h, ha ma é deûz gwéstlet eunn dra, pé ma é deuz eur wéach laosket eur gér eûz hé génou dré béhini eo bét éréet hé ené dré lé ;

8. Ma na éneb két ann ozac’h, enn hévélep deiz ma en deûz hé glevet, é vézô hî dalc’het d’hé gwéstl, hag é sévénô kémen̄d é vézô en em wéstlet da ôber ;

9. Hôgen pa en dévézô-hén̄ hé glevet, ma éneb out-hî, ha ma laka da véza didalvez hé gwéstlou hag ar geriou dré béré é dévézô hî éréet hé éné, ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hé c’hén̄ver-hi.

10. Ar c’hrég in̄tan̄vez, hag ar c’hrég kaset-kuît gan̄d hé ozac’h, a zévénô kémen̄t gwéstl hô dévézô gréat.

11. Ma é deûz eur c’hrég, hag hî é-tî hé ozac’h, en em éréet gan̄d eur gwéstl ha gan̄d eul lé ;

12. Mar klev ann ozac’h, ha mar tâv, ha ma na énéb két oud ar gwéstl, é sevénô-hî kémen̄d é dévézô gwéstlet ;

13. Hôgen ma éneb ann ozac’h râk-tâl, na vézô két dalc’het hî d’hé gwéstl, dré ma en deûz énébet hé ozac’h, hag ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hé c’hén̄ver-hî.

14. Ma é deûz gréat eur gwéstl ha mar d-eo en em éréet gan̄d eul lé évit gwana hé éné dré ar iûn pé dré eunn diouer-bennâg all, é ioul hé ozac’h é vézô pé é rai, pé né rai két.

15. Mar tâv ann ozac’h goudé béza klevet, ha ma na rô da anaout hé vénoz néméd an̄trônôz, é sévénô-hî kémen̄t gwéstl ha kémen̄t lé é dévézô gréat, dré ma en deûz klevet ann ozac’h, hag eo tavet kerken̄t.

16. Hôgen goudé béza gwézet ar gwéstl, mar teû da énébi, é tougô-hén̄ hé fallagriez.

17. Chétu al lézennou en deûz rôet ann Aotrou da Voizez, étré ann ozac’h hag ar c’hrég, étré ann tâd hag ar verc’h a zô c’hoaz plac’h-iaouan̄k, pé a choum é-tî hé zâd.


————


XXXI. PENNAD.


Drouzivez ar Vadianited. Rann ann diwisk.


1. Ann Aotrou a gomzaz neûzé out Moizez, ô lavarout :

2. Kastiz da-gen̄ta ar Vadianited diwar-benn bugalé Israel, ha goudé-zé é vézi unvanet gan̄d da bobl.

3. Ha râk-tâl Moizez a lavaraz d’ar bobl : Rôid armou da lôd ac’hanoc’h évid ann emgann, évit ma hellin̄t tenna ven̄jan̄s ann Aotrou war ar Vadianited.

4. Dilennit mil dén eûz a béb breûriez Israel, évid hô c’hâs d’ar brézel.

5. Hag hî a rôaz mil dén eûz a béb breûriez, da lavaroud eo, daouzék mil dén-a-vrézel daré d’ann emgann.

6. Moizez hô c’hasaz gan̄t Finéez, mâb Êléazar, ar bélek-brâz, da béhini é rôaz c’hoaz al listri san̄tel, hag ar c’herniel-boud évit seni gan̄t-hô.

7. Ha pa hô dôé stourmet oud ar Vadianited, ha pa hô dôé hô zréc’het, é lazchon̄t ann holl baotred anézhô,

8. Hag hô rouéed Évi, ha Rékem, ha Sur, hag Hur, ha Rébé, pemp prin̄s eûz ar vrô zé ; ha Balaam, mâb Béôr, a lazchon̄t ivé gan̄d ar c’hlézé.

9. Kémérout a réjon̄t ivé hô gragez, hô bugaligou, hô holl loéned, hag hô arrébeûri : preiza a réjon̄t kémen̄d hô dôa.

10. En̄tana a réjon̄t hô c’heriou, hô bourc’hiou hag ho c’hestel.

11. Hag hî a zastumaz ar preiz, ha kémen̄d hô dôa kéméret, kenn eûz ann dûd, kenn eûz al loéned,

12. Hag hô digaschon̄t dirâk Moizez, ha dirâg Éléazar ar bélek-brâz, ha dirâg holl strollad bugalé Israel ; hag ann traou all a gazchon̄t gan̄t-hô d’ar c’hamp, é kompézen Moab, a-héd ar Jourdan, râg-énep da Jériko.

13. Neûzé Moizez hag Éléazar ar bélek-brâz, hag holl brin̄sed ar sinagog a iéaz er-méaz eûz ar c’hamp war hô arbenn. (T).

14. Ha Moizez ô von̄t drouk enn-han̄ out pennou ann armé, oud ar villénerien, oud ar c’han̄ténerien a oa deûet eûz ar brézel,

15. A lavaraz d’ézhô : Pérâg hoc’h eûz-hu bét truez oc’h ar merc’hed ? (T).

16. Ha né két hî hô deûz touellet bugalé Israel, diouc’h atiz Balaam, hag hô deûz hô lékéat da derri lézen ann Aotrou gan̄t péc’hed Fogor, évit péhini eo bét skôet ar bobl ?

17. Lazid éta ann holl baotred, hag ar vugaligou anézhô zô-kén ; lazid ivé ar merc’hed, gan̄t péré a zô bét kousket ar oazed.

18. Hôgen mirid évid-hoc’h ann holl verc’hédigou, hag ar gwerc’hézed é-touez ar ré all ;

19. Ha choumit é-pâd seiz dervez er-méaz eûz ar c’hamp. Néb en dévézô lazet eunn dén, pé a vézô stoket oud eunn dén lazet, en em c’hlanô ann trédé hag ar seizved deiz.

20. Glana a réot ivé ann holl breiz, ar gwiskou, al listri, hag ann traou all, pé a groc’hen, pé a vléô gevr, pé a goat.

21. Éléazar ar bélek-brâz a gomzaz ivé ével-henn out tûd ann armé péré a oa bét er brézel : Chétu pétrâ a c’hourc’hémenn al lézen en deûz rôet ann Aotrou da Voizez :

22. Ann aour, hag ann arc’han̄t, hag ann arem, hag ann houarn, hag ar ploum, hag ar stéan,

23. Ha kémen̄d a hell tréménout dré ann tân, ra vézô glanet gan̄d ann tân. Hôgen kémen̄t ha na hellô két béza lékeat enn tân, ra vézô san̄télet gan̄d ann dour a ziskarg.

24. Gwalc’hi a réot hô tiḻad er seizved deiz, ha goudé béza bét glanet, é teûot adarré d’ar c’hamp.

25. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez :

26. Kémer ann niver eûz a gémen̄t a zô bét kéméret, adaleg ann dûd bétég al loéned, te hag Éléazar ar bélek-brâz, ha prin̄sed ar bobl ;

27. Ha rann ar preiz é diou lôden kévatal étré ar ré a zô bét ô stourmi er brézel, hag ar ré all eûz ar bobl.

28. Ranna a rî ivé lôden ann Aotrou, eûz a hini ar ré a zô bét ô stourmi er brézel ; unan war bemp kan̄t, kenn eûz ann dûd, kenn eûz ann éjenned, hag eûz ann ézen, hag eûz ann dén̄ved,

29. A rôi da Éléazar ar bélek-brâz, ô véza ma in̄t préveûdi ann Aotrou.

30. Eûz a han̄ter lôden bugalé Israel é kéméri unan diwar péb han̄ter-kant, kenn eûz ann dûd, kenn eûz ann éjenned, hag eûz ann ézen, hag eûz ann dén̄ved, hag eûz al loéned all, hag é rôi anézhô d’al Lévited, péré a veḻ évit mirout tabernakl ann Aotrou.

31. Moizez hag Éléazar a réaz éta ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

32. Hôgen ar preiz é dôa kéméret ann armé, a oé eûz a c’houec’h kan̄t mil pemzék mil ha tri-ugen̄t dan̄vad,

33. Eûz a zaouzék mil ha tri-ugen̄t éjenn,

34. Eûz a eur mil ha tri-ugen̄t azen,

35. Hag eûz a verc’hed ha n’hô dôa két anavézet a oazed, daou vil ha trégon̄t mil.

36. Ann han̄ter a oé rôet d’ar ré a oa bét d’ar brézel, da lavaroud eo, tri c’han̄t mil seiz mil ha trégon̄t ha pemp kan̄t dan̄vad ;

37. A béré é oé miret évit lôden ann Aotrou c’houec’h kan̄t pemzék ha tri-ugen̄t dan̄vad ;

38. C’houec’h mil ha trégon̄t mil éjenn, a béré é oé miret daouzék ha tri-ugen̄t ;

39. Trégon̄t mil ha pemp kan̄t azen, a béré é oé miret unan ha tri-ugen̄t ;

40. Ha c’houézék mil plac’h iaouan̄k, a béré é oé miret diou ha trégon̄t évit lôden ann Aotrou.

41. Ha Moizez a rôaz ann niver eûz a bréveûdiou ann Aotrou da Éléazar ar bélek-brâz, ével ma oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄,

42. Eûz ann han̄ter eûz a lôden bugalé Israel, en dôa lékéat a dù évid ar ré a oa bét d’ar brézel.

43. Hôgen eûz ann han̄ter lôden a zigwézé d’ann dilerc’h eûz ar bobl, da lavaroud eo, eûz ann tri-c’han̄t mil seiz mil ha trégon̄t ha pémp kan̄t dan̄vad,

44. Eûz ar c’houec’h mil ha trégon̄t mil éjenn,

45. Eûz ann trégon̄t mil ha pemp kan̄t azen,

46. Hag eûz ar c’houézék mil plac’h-iaouan̄k,

47. Moizez a géméraz unan war péb han̄ter-kan̄t, hag hô rôaz d’al Lévited, péré a veḻé evit mirout tabernakl ann Aotrou, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet ann Aotrou.

48. Neûzé ar ré gen̄ta eûz ann armé, ar villénerien hag ar c’han̄ténerien a zeûaz da gavout Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄ :

49. Nî, da zervicherien, hon eûz nivéret ar vrézélidi a ioa dindân hor galloud ; ha n’eo kollet hini anézhô.

50. Rak-sé é kennigomp, pép-hini ac’hanomp, é rô d’ann Aotrou, ann holl aour hon eûz gellet da gavout er preiz, lagadennou-gar, lagadennou-bréac’h, gwaliñer, kélc’hennou ha chadennou, evit ma pédi an Aotrou évid-omp ;

51. Moizez hag Éléazar ar bélek-brâz, a géméraz éta ann holl aour é meûr a zoaré,

52. Hô dôa digaset ar villénerien hag ar c’han̄ténerien, hag a boézé c’houézék mil seiz kan̄t hag han̄ter-kan̄t sikl.

53. Râk pép-hini en dôa bét évit-han̄ kémen̄d en dôa preizet.

54. Ha Moizez ha Éléazar ô véza kéméret ann aour-zé a gasaz anézhan̄ é tabernakl ann desténi, ével eur mének eûz a vugalé Israel dirâg ann Aotrou.


————


XXXII. PENNAD.


Moizez a rô hô lôden da Ruben ha da C’had enn tû all d’ar Jourdan.


1. Hôgen mipien Ruben ha ré Gad hô dôa kalz a loéned, ha dreist-holl eul lôd brâz a gézek ; pa wélchon̄t éta douarou Jazer ha Galaad péré a oa mâd évit maga loéned,

2. É teujon̄t da gavout Moizez, hag Aaron ar Bélek-brâz, ha prin̄sed ar bobl, hag é léverchon̄t d’ézhô :

3. Atarot, ha Dibon, ha Jazer, ha Nemra, hag Hesébon, hag Éléalé, ha Saban, ha Nébo, ha Béon,

4. Douarou holl en deûz skôet ann Aotrou dirâk bugalé Israel, a zô eur vrô strujuz-brâz ha mâd évid lakaad al loéned da beûri ; ha nî da zervicherien hon eûz kalz a loéned :

5. Ma hon eûz kavet trugarez dira-z-od, rô d’é-omp, nî az péd, ann douar-zé é kers, ha n’hol laka két da dreûzi ar Jourdan.

6. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Ha mon̄d a rai hô preûdeûr d’ann emgann, hag é choumot-c’houi da éhana aman̄ ?

7. Pérâg é tigalounékait-hu bugalé Israel, évit na grédin̄t két tréménout el léac’h a dlé ann Aotrou rei d’ézhô ?

8. Ha né két ével-sé a réaz hô tadou, pa gasiz anézhô eûz a Gadez-Barné évit gwéloud ar vrô ?

9. Rag goudé béza éat bété traon̄ien ar Bôd-rezin, ha béza sellet-pîz oud ar vrô holl, é tigalounékéchon̄t bugalé Israel, évit miroud out-hô n’az ajen̄t enn douar en dôa rôet ann Aotrou d’ézhô.

10. Hag ann Aotrou ô von̄t drouk enn-han̄ a douaz, ô lavarout :

11. Ann dud-zé a zô deûet eûz ann Éjipt, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, na wélin̄t két ann douar em bôa gwéstlet dré lé da Abraham, da Izaak da Jakob, ô véza né két fellet d’ézhô don̄t d’am heûlia,

12. Némét Kaleb, mâb Jéfoné, ar C’hénézéad, ha Jozué, mâb Nun ; ar ré-zé hô deûz leûniet va ioul.

13. Hag ann Aotrou ô véza savet droug enn-han̄ a-éneb Israel, a lékéas anézhan̄ da gan̄tréal enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz, kén na oé éat-da-gét ann holl wenn tûd en dôa gréat ann droug-zé dira-z-han̄.

14. Ha chétu c’houi, émé Moizez, a zâv é léac’h hô tadou, ével bugalé ha diskibled tûd a béc’hed, évit kreski c’hoaz buanégez ann Aotrou a-éneb Israel.

15. Ma na fell két d’é-hoc’h heûlia ann Aotrou, é tilézô ar bobl enn distrô, ha c’houi a vézô kiriek d’hô marô holl.

16. Hôgen hî, ô tôstaat out Moizez, a lavaraz d’ézhan̄ : Sével a raimp kreier évid hon dén̄ved, ha staoliou évid hol loéned, ha keriou kré évid hor bugaligou ;

17. Hôgen nî a aozô hon armou, ha ni a iélô d’ar brézel é penn bugalé Israel, kén n’hor bézo hô lékéat da von̄t enn hô lec’hiou. Hor bugaligou a choumô er c’heriou môgériet, gan̄t kémen̄d a hellomp da gaout, évit béza miret diouc’h heskinou tûd ar vrô.

18. Na zistrôimp két enn hon tiez, kén na biaouô bugalé Israel hô digwéz ;

19. Ha na c’houlennimp lôd é-béd enn tû all d’ar Jourdan, dré ma hon eûz a-vréman̄ hon hini er vrô a zô war-zû ar sâv-héol eûz ar ster-zé.

20. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Mar grîd ar péz hoc’h eûz lavaret, en em aozit évit kerzout dirâg ann Aotrou d’ar brézel.

21. Kémen̄t brézéliad ac’hanoc’h ra dreûzô ar Jourdan hag hé armou gan̄t-han̄, kén n’en dévézô ann Aotrou kaset-da-gét hé énébourien,

22. Ha ma vézô ann holl vrô dindân hé véli. Neûzé é viot didamall dirâg ann Aotrou ha dirâg Israel, hag ho pézô enn hô kers dirâg ann Aotrou ann douarou a c’hoan̄tait.

23. Hôgen ma na rit két ar péz a livirit, diarvar eo é péc’hot a-énep Doué ; ha gwézit pénaoz hô péc’hed a dizô ac’hanoc’h.

24. Savid éta keriou évid hô pugaligou, ha kreier ha staoliou évid hô tén̄ved hag hô loéned ; ha grîd ar péz hoc’h eûz gwéstlet.

25. Mipien Gad ha mipien Ruben a lavaraz da Voizez : Da zervicherien omp ; ôber a raimp ar péz a c’hourc’hémennô hon Aotrou.

26. Lézel a raimp é keriou Galaad hor bugaligou, hor gragez, hor saoud hag hol loened all ;

27. Hôgen nî da zervicherien en em aozimb holl évit kerzout d’ar brézel, ével ma lévérez, té hon Aotrou.

28. Moizez éta a réaz ar gourc’hémenn-man̄ da Éléazar ar Bélek-brâz, ha da Jozué, mâb Nun, ha da bennou ar c’héren̄tiézou é péb breûriez, ô lavarout :

29. Mar treûz mipien Gad ha mipien Ruben ar Jourdan gan-é-hoc’h, hag hî armet holl évit mon̄d d’ar brézel dirâg ann Aotrou ; pa vézô kouézet ar vrô dindân hô péli, rôid d’ézhô Galaad é kers.

30. Hôgen ma na fell két d’ézhô tréménout gan-é-hoc’h, hag hî armet, é douar Kanaan, kéméren̄t bec’hiou évit choum enn hô mesk.

31. Ha mipien Gad ha mipien Ruben a lavaraz : Ével m’en deûz lavaret hon Aotrou d’hé zervicherien, é raimp.

32. Mon̄d a raimp, ha nî armet dirâg ann Aotrou, é douar Kanaan, hag éc’h an̄savomp pénaoz hon eûz bét a-vréman̄ douar é kers enn tu-man̄ eûz ar Jourdan.

33. Moizez a rôaz éta da vipien Gad, ha da vipien Ruben, ha da han̄ter-vreûriez Manasé, mâb Jozef, rouan̄télez Séhon, roué ann Amorréed, ha rouan̄télez Og, roué Bazan, hag hô brô gan̄d hô c’hériou trô-war-drô.

34. Goudé-zé mipien Gad a zavaz Dibon, hag Atarot, hag Aroer,

35. Hag Étrot, ha Sofan, ha Jazer, ha Jegbaa,

36. Ha Betnemra, ha Bétaran, keriou kré ; hag é réjon̄t kreier évid hô loéned.

37. Ha mipien Ruben a zavaz Hesébon, hag Éléalé, ha Kariataim,

38. Ha Nabo, ha Baalméon, goudé béza trôet hô hanvou, ha Sabama ; hag hî a rôaz hanvou névez d’ar c’heriou hô dôa savet.

39. Hôgen mipien Machir, mâb Manasé, a iéaz da vrô C’halaad ; hag hî a wastaz anézhî, hag a lazaz ann Amorréed péré a choumé enn-hi.

40. Moizez a rôaz éta brô C’halaad da Vac’hir, mâb Manasé, péhini a choumaz enn-hi.

41. Jair, mâb Manasé, a iéaz hag a géméraz hé bourc’hiou, péré a c’halvaz Havot Jair, da lavaroud eo, bourc’hiou-Jair.

42. Nobé a iéaz ivé, hag a géméraz Kanat gan̄t hé bourc’hiou : hag hén̄ a c’halvaz anézhi Nobé, diouc’h hé hanô hé-unan.


————


XXXIII. PENNAD.


Arzaôiou ann Israélited enn distrô.


1. Chétu aman̄ arsaôiou bugalé Israel, péré a zô deûet er-méaz eûz ann Éjipt, enn hô ban̄dennou, dindân dourn Moizez hag Aaron,

2. Hag a zô bét danévellet dré skrid gan̄t Moizez, hervez al lec’hiou é péré é tiazézen̄t hô c’hamp, a guitaen̄t dré c’hourc’hémenn ann Aotrou.

3. Bugalé Israel ô véza éta éat-kuît eûz a Ramésé er miz ken̄ta, ar pemzékved deiz eûz ar miz ken̄ta, an̄trônôz ar Pask, gan̄d eunn dourn Uc’hel, dirâg ann holl Éjiptianed,

4. Péré a vézié hô ré gen̄ta-ganet, a oa bét skôet gan̄d ann Aotrou (râk taolet en dôa hé ven̄jan̄s war hô douéed hô-unan),

5. A ziazézaz hô c’hamp é Sokot

6. Hag eûz a Zokot é teûjon̄t da Étam, péhini a zô war harzou ann distrô.

7. O véza éat-kuît ac’hanô, é teûjon̄t rag-énep da Fihahirot, a zell out Béelséfon, hag é tiazézchon̄t hô c’hamp dirâk Magdalum.

8. O véza éat-kuît eûz a Fihahirot, é trémenchon̄t dré greiz ar môr d’ann distrô ; ha goudé béza baléet é-pâd tri dervez dré zistrô Étam, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Mara.

9. O véza éat-kuît eûz a Vara, é teûjon̄t da Élim, é péléac’h éz oa daouzék feun̄teun zour, ha dék palmézen ha tri-ugen̄t , hag é tiazézchon̄t hô c’hamp énô.

10. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é tisplegchon̄t hô zeltou oud ar môr Rûz. Hag ô véza éat-kuît eûz a-dâl ar môr Rûz,

11. É tiazézchon̄t hô c’hamp é distrô Sin.

12. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é teûjon̄t da Zafka.

13. Hag ô véza éat-kuît eûz a Zafka, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Alus.

14. Hag ô véza éat-kuît eûz a Alus, é tisplegchon̄t hô zeltou é Rafidim, e péléac’h na oé kéd a zour da éva d’ar bobl.

15. Hag ô véza éat-kuît eûz a Rafidim, é tiazézchon̄t hô c’hamp é distrô Sinai.

16. Hag ô véza éat-kuît eûz a zistrô Sinai, é teûjon̄t d’al léac’h hanvet Bésiou ar gwall-ioulou. (T).

17. Hag ô véza éat-kuît eûz a Vésiou ar gwall-ioulou, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Hasérot.

18. Hag eûz a Hasérot, é teûjon̄t da Retma.

19. Hag ô véza éat-kuît eûz a Retma, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Remmonfarez.

20. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é teûjon̄t da Lebna.

21. Eûz a Lebna, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Résa.

22. Hag ô véza éat-kuît eûz a Résa, é teûjon̄t da Géélata.

23. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é tiazézchon̄t hô c’hamp war vénez Séfer.

24. Hag ô véza éat-kuît eûz a vénez Séfer, é teûjon̄t da Arada.

25. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Masélot.

26. Hag ô véza éat-kuît eûz a Vasélot, é teûjon̄t da Dahat.

27. Eûz a Zahat, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Taré.

28. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é tisplegchon̄t hô zeltou é Metka ;

29. Eûz a Vetka, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Hesmona.

30. Hag ô véza éat-kuît eûz a Hesmona, é teûjon̄t da Vosérot.

31. Hag eûz a Vosérot, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Bénéjaakan.

32. Hag ô véza éat-kuît eûz a Vénéjaakan, é teûjon̄t da vénéz Gadgad.

33. Hag ô véza éat-kuît ac’hano, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Jétébata.

34. Hag eûz a Jétébata, é teûjon̄t da Hébrona.

35. Hag ô véza éat-kuît eûz a Hébrona, è tiazézchon̄t hô c’hamp é Asiongaber.

36. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é teûjon̄t da zistrô Sin, péhini eo Kadez.

37. Hag ô véza éat-kuît eûz a Gadez, é tiazézchon̄t hô c’hamp war vénez Hor, é harzou douar Édom.

38. Hag Aaron, ar Bélek-brâz, ô véza piñet war vénez Hor, dré c’hourc’hémenn ann Aotrou, a varvaz énô, enn deiz ken̄ta eûz ar pempved mîz eûz ann daou-ugen̄tved bloaz goudé ma oa deûet bugalé Israel er-méaz eûz ann Éjipt,

39. Hag Aaron oajet eûz a dri bloaz ha c’houéac’h-ugen̄t.

40. Neûzé Arad, roué ar C’hananéed, péhini a choumé war-zû ar c’hrésteiz, a glevaz pénaoz bugalé Israel a zeûé da vrô Kanaan.

41. Hag ô véza éat-kuît eûz a vénez Her, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Salmona.

42. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é teûjon̄t da Funon.

43. Hag ô véza éat-kuît eûz a Funon, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Obot.

44. Hag eûz a Obot, é teûjon̄t da Jiéabarim, péhini a zô war harzou brô ar Voabited.

45. Hag ô véza éat-kuît eûz a Jiéabarim, é tisplegchon̄t hô zeltou é Dibongad.

46. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é tiazézchon̄t hô c’hamp é Helmondéblataim.

47. Hag ô véza éat-kuît eûz a Helmondéblataim, é teûjon̄t da vénésiou Abarim, rag-énep da Nabo.

48. Hag ô véza éat-kuît eûz a vénésiou Abarim, é trémenchon̄t é kompézennou Moab, oud ar Jourdan, râg-énep da Jériko.

49. Hag énô é tiazézchon̄t hô c’hamp, adalek Betsimot bétég Abelsatim, el lec’hiou kompéza eûz ar Voabited.

50. Hag énô ann Aotrou a lavaraz da Voizez :

51. Gourc’hémenn da vugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Pa hô pézô treûzet ar Jourdan, hag é viot éat é douar Kanaan,

52. Kasit-da-gét ar ré holl a choum enn douar-zé ; torrit hô mein-harz, brévit hô skeûdennou, ha diskarit hô holl lec’hiou-uc’hel,

53. Évit glana ann douar, hag évit choum enn-han̄ ; râg hé rôet em eûz d’é-hoc’h é kers,

54. Hag é rannot anézhan̄ étré-z-hoc’h dré ar sort. Eul lôden vrasoc’h a rôot d’ar ré a vézô kalz, hag eul 1ôden vihanoc’h d’ar ré a vézô nébeût. Pép-hini en dévézô hé zigwéz diouc’h ma kouézô ar sort ; ha pép lôden a vézô rannet hervez ar breûriézou hag ar c’héren̄tiézou.

55. Ha ma na fell két d’é-hoc’h laza ar ré holl a choum enn douar-zé ; ar ré anézhô a vézô choumet, a vézô évid-hoc’h ével tachou enn hô taoulagad, hag ével gwafiou enn hô kostésiou, hag éc’h énébin̄t ouz-hoc’h enn douar é péhini é choumot ;

56. Ha kémen̄t droug em bôa mennet ôber d’ézhô, her grinn d’é-hoc’h.


————


XXXIV. PENNAD.


Harzou ann douar gwéstlet. Hanvou ar ré a dlé hé ranna.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Gourc’hémenn da vugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Pa viot eat é douar Kanaan, ha pa viot er c’hers a vézô digwézet d’é-hoc’h gan̄d ar sort, chétu aman̄ hé harzou :

3. Tû ar c’hrésteiz a vézô hé benn ken̄ta é distrô Sin, a zô nés da Édom ; béz’ en dévézô da harzou ar môr sall, war-zû ar sav-héol. (T).

4. Ar ré-man̄ a rai ann drô eûz a zouar ar c’hrésteiz, dré biñadek ar grûg ; enn hévélep doaré ma tréménin̄t dré Zenna, ha ma en em lédin̄t adaleg ar c’hrésteiz bété Kadez-barné, a béléac’h éz ain̄t bétég ar vourc’h hanvet Adar ; hag en em lédin̄t bétég Asémona.

5. Hag ann harzou a iélô, enn eur drei, eûz a Asémona bété froud ann Éjipt, hag ar penn divéza anézhô en em gavô war aot ar môr brâz.

6. Hôgen tû ar c’hûs-héol a vézô hé benn ken̄ta war aot ar môr brâz hag hé benn divéza ivé. (T).

7. Ann harzou eûz a dû ann han̄ter-nôz a skoô war ar (T) môr brâz, hag a ielô bétég ar ménez uc’hel-brâz ;

8. Hag ac’hanô éz ain̄t étrézé Émat, bétég harzou Sédada ;

9. Hag éz ain̄t bété Zéfrona, ha bété bourc’h Énan : ar ré-zé a vézô hé harzou war-zû ann han̄ter-nôz.

10. Ann harzou eûz a dù ar sâv-héol a vézô men̄tet adalek bourc’h Énan bété Séfama.

11. Hag eûz a Séfama é tiskennin̄t da Hébla, râg-énep da feun̄teun Dafnis ; ac’hanô en em hédin̄t war-zû ar sâv-héol bété môr Sénéret.

12. Hag éz ain̄t bétég ar Jourdan ; hag ar penn divéza anézhô en em gavô war aot ar môr sall-brâz. Chétu ann douar hô pézô, hag ann harzou en dévézô trô-war-drô.

13. Ha Moizez a c’hourc’hémennaz da vugalé Israel, ô lavarout : Hen-nez a vézô ann douar a vézô da gers d’é-hoc’h dré ar sort, hag en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da rei d’ann naô breûriez, ha d’ann han̄ter-vreûriez.

14. Rak breûriez bugalé Ruben hervez hô c’héren̄tiézou, ha breûriez bugalé Gad hervez ann niver eûz hô zadou, hag ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé,

15. Da lavaroud eo, diou vreûriez han̄ter, hô deûz bét hô lôden enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, râg-énep da Jériko, war-zû ar sâv-héol.

16. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez :

17. Chétu aman̄ hanvou ar ré a rannô ann douar étré-z-hoc’h : Éléazar ar Bélek-brâz, ha Jozué, mâb Nun,

18. Hag eur prin̄s eûz a béb breûriez ;

19. Ha chétu hô hanvou : Eûz a vreûriez Juda, Kaleb, mâb Jéfoné.

20. Eûz a vreûriez Siméon, Samuel, mâb Ammiud.

21. Eûz a vreûriez Ben̄jamin, Élidad, mâb Kasélon.

22. Eûz a vreûriez mipien Dan, Boki, mâb Jogli.

23. Eûz a vipien Jozef, eûz a vreûriez Manasé, Hanniel, mâb Éfod.

24. Eûz a vreûriez Éfraim, Kamuel, mâb Seftan.

25. Eûz a vreûriez Zabulon, Élisafan, mâb Farnak.

26. Eûz a vreûriez Isakar, Faltiel, mâb Ozan.

27. Eûz a vreûriez Aser, Ahiud, mâb Salomi.

28. Eûz a vreûriez Neftali, Fédael, mâb Ammiud.

29. Ar ré-zé eo ar ré da béré en deûz gourc’hémennet ann Aotrou ranna douar Kanaan étré bugalé Israel.


————


XXXV. PENNAD.


Keriou al Lévited. Lézen diwar-benn al lazérez.


1. Ann Aotrou a lavaraz ivé kémen̄t-man̄ da Voizez é kompézen Moab oud ar Jourdan, râg-énep da Jériko :

2. Gourc’hémenn da vugalé Israel rei d’al Lévited eûz ann digwésiou hô deûz bét,

3. Keriou évit choum enn-hô, hag ar faboursiou war hô zrô ; évit ma choumin̄t er c’heriou, ha ma vézô ar faboursiou évid hô saoud hag hô c’hézek.

4. Ar ré-man̄, péré a vézô er-méaz eûz a vuriou ar c’heriou, en em hédô bété mil kammed trô-war-drô.

5. Daou vil ilinad a héd hô dévézô war-zû ar sâv-héol, hag ivé daou vil war-zû ar c’hrésteiz. Eûz ann hévélep men̄t é vézin̄t étrézég ar môr, a zell oud ar c’hûs-héol, eûz ann hévélep men̄t war-zû ann han̄ter-nôz : ar c’heriou a vézô é-kreiz, hag ar faboursiou er-méaz trô-war-drô.

6. Hôgen eûz ar c’heriou a rôod d’al Lévited, c’houéac’h anézhô a vézô miret évit béza da vénéc’hi d’ann dec’herien, évit ma hellô tec’hout étrézég enn-hô néb en dévézô skuḻet goâd eunn dén : hag ouc’h-penn ar ré-man̄, e rôot c’hoaz diou géar ha daou-ugen̄t,

7. Da lavaroud eo, eiz kéar ha daou-ugen̄t enn-holl gan̄d hô faboursiou.

8. Ar ré eûz a vugalé Israel péré hô-dévézô enn hô c’hers muioc’h a zouar, a rôi ivé muioc’h eûz ar c’heriou-zé, hag ar ré hô dévézô nébeûtoc’h, a rôi nébeûtoc’h : pép-hini diouc’h hé zigwez a rôi keriou d’al Lévited.

9. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez :

10. Komz out bugalé lsrael, ha lavar d’ézhô : Pa hô pézô treûzet ar Jourdan, ha pa viot éat é douar Kanaan,

11. Arwézit ar c’heriou a dlé béza da vénéc’hi d’ann dec’herien, péré hô dévézô skuḻet goâd eunn dén a-éneb hô ioul :

12. Evit na hellô két kâr ann dén lazet don̄t da laza ann tec’her a vézô en em dennet enn-hô, kén na vézô hé-man̄ en em ziskouézet dirâg ar bobl, ha ma vézô bét barnet he giriégez.

13. Eûz ar c’heriou-zé péré a vézô rannet évit béza da vénéc’hi d’ann dec’herien,

14. Teir a vézô enn tû-man̄ d’ar Jourdan, ha teir é douar Kanaan,

15. Évit ma tec’hô enn-hô néb en dévézô skuḻet goâd eunn dén, daoust pé é vézô eûz a vugalé Israel, pé eunn diavésiad, pé eunn tréméniad.

16. Mar skô eur ré gan̄d ann houarn, ha ma varv ann hini a vézô bét skôet, é vézô tamalluz a lâz-den ; hag hén̄ ivé a vézô lékéat d’ar marô.

17. Mar taol eur méan, ha mar varv ann hini out péhini en dévézô hé daolet, é vézô kastizet enn hévélep doaré.

18. Mar varv ann hini a vézô bét skôet gan̄t koat, é vézô ven̄jet gan̄t goâd ann hini en dévézô skôet gan̄t-han̄.

19. Kâr ann hini a vézô bét lazet, a lazô al lazer-dén : kerken̄t ha ma vézô paket gan̄t-han̄ hel lazô.

20. Mar bun̄t eur ré eunn dén dré gâs, pé mar taol eunn dra gan̄t-han̄ dré wall-ioul :

21. Pé, ô véza hé énébour, mar skô gan̄t-han̄ a daoliou dourn, ha mar teû hé-man da vervel, ann hini en dévézô skôet, a vézô tamalluz a lâz-dén : ha kâr ann dén lazet, a hellô hé laza kerken̄t ha ma her c’havô.

22. Mar d-eo dré zarvoud, hag hép kâs,

23. Hag hép drougiez en deûz gréat unan eûz ann traou-zé,

24. Ha mar d-eo lékéat da wir dirâg ar bobl, goudé ma vézô bét strivet ar giriégez étré ann hini en dévézô skôet ha kâr ann dén lazet ;

25. É vézô laosket ével eunn dén didamall, eûz a zourn ar ven̄jer, hag é vézô kaset adarré dré varn d’ar géar é péhini é oa bét tec’het ; hag é choumô énô, kén na varvô ar Bélek-brâz a zô bét sakret gan̄d ann éôl san̄tel.

26. Mar béz kavet ann hini en dévézô lazet, er-méaz eûz ar géar a zô bet dileûret évid ar ré harluet ;

27. Ha mar béz lazet gan̄d ar ven̄jer ; néb en dévézô hé lazet a vézô didamall :

28. Râg ann tec’her a dlié choum er géar-zé beté marô ar Bélek-brâz ; hôgen goudé marô hé-man̄, é tistrôi al lazer d’hé vrô.

29. Kémen̄t-man̄ a vézô miret ével eul lézen peûr-baduz é kémen̄t léac’h ma choumot.

30. Al lâz-dén a vézô kastizet goudé béza klevet testou : na vézô barnet dén war desténi eunn dén hép-kén.

31. Na zigémérot két a arc’han̄t digan̄d ann hini a zô tamalluz eûz a varô eur ré ; hôgen râk-tâl é varvô hé-unan̄.

32. Ar ré harluet hag ann dec’herien na hellin̄t két distrei é nép doaré d’hô c’heriou hô-unan abarz marô ar Bélek-brâz :

33. Gan̄d aoun na zaotrfac’h ann douar é péhini é choumot, rak saotret é véz gan̄t goâd ar ré zinam, ha na hell két béza glanet néméd gan̄t goâd ann hini en dévézô skuḻet goâd eunn all.

31. Ével-sé eo é teûi glân hô touar, hag é chouminn gan-é-hoc’h. Rak mé eo ann Aotrou a choum é-kreiz bugalé Israel.


————


XXXVI. PENNAD.


Lézen diwar-benn ann dimiziou.


1. Hôgen prin̄sed tudou Ga1aad, mâb Mac’hir, mâb Manasé eûz a wenn bugalé Jozef, a zeûaz da gavout Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄ dirâk prin̄sed Israel :

2. Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet d’id, té hon Aotrou, lôdenna ann douar dré ar sort étré bugalé Israel, ha rei da verc’hed Salfaad, hor breûr, ann digwéz a oa dléet d’hô zâd.

3. Mar teû goazed eûz a eur vreûriez all d’hô c’hémérout da c’hragez, hô digwéz a iélô d’hô heûl ; hag ô veza douget enn eur vreûriez all, é vézô krennet eûz hon digwéz.

4. Hag ével-sé é c’hoarvézô pénaoz, pa vézô deûet ar Jubilé, da lavaroud eo, ann han̄ter-kan̄tved bloaz, pé bloaz ann distol, lôdennou ar sort a vézô kemmesket, ha digwéz eur ré a dréménô d’ar ré all.

5. Moizez, diouc’h gourc’hémenn ann Aotrou, a lavaraz da vugalé Israel : Gan̄t gwir abek é deûz komzet breûriez bugalé Jozef :

6. Ha chetu aman̄ al lézen lékéat gan̄d ann Aotrou diwar-benn merc’hed Salfaad : Dimézen̄t gan̄t néb a girin̄t, gan̄t ma vézô gan̄t goazed eûz hô breûriez :

7. Évit na vézô két kemmesket digwéz bugalé Israel, ô tréménout eûz a eur vreûriez enn eur vreûriez all. Râg ann holl oazed a gémérô gragez eûz hô breûriez hag eûz hô c’héren̄tiez :

8. Hag ann holl verc’hed a gémérô ézec’h eûz hô breûriez ; évit ma choumô bépréd ann digwésiou er c’héren̄tiézou,

9. Ha na vézô két kemmesket ann eil vreûriez gan̄d ébén, hôgen ma choumin̄t

10. Ével ma in̄t bét rannet gan̄d ann Aotrou. Ha merc’hed Salfaad a réaz ével ma oa bét gourc’hémennet d’ézhô.

11. Ha Maala, ha Tersa, hag Hégla, ha Melka, ha Noa a zimézaz gan̄t mipien hô éon̄tr a berz tâd,

12. Eûz a géren̄tiez Manasé, mâb Jozef : hag ann digwéz a oa bét rôet d’ézhô a choumaz é breûriez hag é kéren̄tiez hô zâd.

13. Ar ré-zé eo ar c’hourc’hémennou hag ar barnédigézou a rôaz ann Aotrou dré zourn Moizez da vugalé Israel, é kompézen Moab, a-héd ar Jourdan, râg-énep da Jériko.


————