Bibl/Al Lévitik

Eus Wikimammenn
< Bibl
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 114-148)



AL LÉVITIK.


————


I. PENNAD.


Lézennou ar sakrifisou-losk, évid ann éjenned, évid ann dén̄ved hag ar gevr ; évid ann evned.


1. Hôgen ann Aotrou a c’halvaz Moizez eûz ann tabernakl a désténi, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Pa gennigô eur ré ac’hanoc’h d’ann Aotrou eunn hostiv loéned, da lavaroud eo éjenned pé dén̄ved a lazô ;

3. Mar d-eo hé gennig eur sakrifiz-losk, ha mar d-eo eunn éjenn, é kennigô eur par dinam oud dôr tabernakl ann désténi, évit lakaad ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.

4. Lakaad a rai hé zourn war benn ann hostiv, péhini a vézô digéméret, hag a vézô da ziskarg d’ézhan̄.

5. Hag hén̄ a lazô al leûé dirâg ann Aotrou, hag ar véleien, mipien Aaron, a gennigô hé c’hoad, ô skuḻa anézhan̄ war-drô d’ann aoter a zô é-tâl dôr ann tabernakl.

6. Goudé béza digroc’hennet ann hostiv, é trouc’hin̄t hé izili a dammou.

7. Hag hî a lakai ann tân dindân ann aoter, goudé béza araok aozet ar c’heuneûd.

8. Lakaad a rain̄t war-c’horré ann izili a vézô bét trouc’het, da lavaroud eo ar penn, ha kémen̄d a zalc’h oud ann avu,

9. Goudé béza gwalc’het gan̄d dour ar bouzellou hag ann treid ; hag ar bélek hô devô war ann aoter, ével eur sakrifiz-losk hétuz d’ann Aotrou gan̄d hé c’houés.

10. Mar kennig eul loen all, da lavaroud eo eunn dan̄vad pé eur c’havr, é kennigô eur par dinam ;

11. Hag é lazô anézhan̄ dirâg ann Aotrou, é tû ann aoter a zell oud ann han̄ter-nôz ; ha mipien Aaron a skuḻô hô goad trô-war-drô d’ann aoter ;

12. Hag hî a drouc’hô hô izili, hô fenn, ha kémen̄d a zalc’h oud ann avu ; hag é likin̄t anézhô war ar c’heûneûd, dindân péhini é likiin̄t ann tân.

13. Gwa1c’hi a rain̄t ar bouzellou hag ann treid gan̄d dour. Hag ar bélek a zevô war ann aoter ann holl draou gémennet, ével eur sakrifiz-losk, hag eunn dra a c’houés-vâd d’ann Aotrou.

14. Hôgen mar béz kenniget d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk gan̄d evned, gan̄t turzunelled, pé gan̄t koulmédigou,

15. Ar béleg a gennigô anézhan̄ war ann aoter, hag ô véza trôed hé benn oud ar gouzouk, é rai eur gouli d’ézhan̄, hag é lakai ar goad da rédek out beven ann aoter.

16. Teûrel a rai ann élaz hag ar plù é kichen ann aoter, war-zû ar sav-héol, el léach é péhini é tôleur peûr-vuia al ludu.

17. Terri a rai hé ziou-askel héb hé zrouc’ha, hag héb hé ranna gan̄d houarn ; hag hé zevi a rai war ann aoter, goudé béza lékéat ann tân er c’heûneûd. Eur sakrifiz-losk hag eur c’hennig eo, en deûz eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou.


————


II. PENNAD.


Sakrifiz bleûd. Sakrifiz bara.


1. Pa rai eunn dén eur c’hennig d’ann Aotrou é sakrifiz, hé c’hennig a vézô eûz a vleûd glân, war béhini é skuḻô éôl, hag é lakai ézan̄s.

2. Hag é kasô anézhan̄ d’ar véleien, mipien Aaron ; hag unan anézhô a gémérô eunn dournad eûz ar bleûd, hag eûz ann éôl, hag ann holl ézan̄s, hag é tevô anézhô war ann aoter é koun eûz ar c’hennig, ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou.

3. Hag ar péz a choumô a zilerc’h ar sakrifiz a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével ennn dra san̄tel-brâz eûz a gennigou ann Aotrou.

4. Hôgen pa gennigit eur sakrifiz bleûd poazet er fourn, da lavaroud eo baraou dic’hoell glébiet gan̄d éôl ha kouiñou dic’hoell lardet gan̄d éôl ;

5. Mar d’eo gréat da gennig gan̄d eunn dra fritet, da lavaroud eo gan̄t bleûd glébiet gan̄d éôl hag hép goell,

6. É trouc’hi anézhan̄ a dammou, hag é skuḻi éôl war-n-ézhan̄.

7. Hôgen mar gréz eur sakrifiz gan̄d eunn dra poazet war ar c’hrîḻ, é skuḻi ivé éôl war vleûd,

8. Oc’h hé genniga d’ann Aotrou dré zaouarn ar bélek.

9. Hé-man̄ hé gennigô, hag a dennô anézhan̄ enn én̄vor eûz ar sakrifiz, hag hé zevô ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou.

10. Hôgen kémen̄d a choumô a zilerc’h a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével eunn dra san̄tel eûz a gennigou ann Aotrou.

11. Kémen̄t sakrifiz a vézô kenniget d’ann Aotrou, a vézô gréat hép goell, râk na vézô devet nétrâ gan̄t goell pé gan̄t mél d’ann Aotrou.

12. Hô c’henniga a réot hép-kén ével ken̄ta-frouez, hag ével rôou ; hôgen na vézin̄t két lékéat war ann aoter evel eur c’hennig a c’houés vâd.

13. Kémen̄d a gennigi é sakrifiz, a aozi gan̄t c’hoalen, ha na denni két eûz da sakrifiz c’hoalen kévrédigez da Zoué. Enn da holl gennigou é kennigi c’hoalen.

14. Mar kennigez d’ann Aotrou eur c’hennig eûz da gen̄ta-frouez, tamoézennou hag hî c’hoaz glâz, é krazi anézhô oud ann tân, hag é vrévi anézhô é doaré gwiniz, hag ével-sé é kennigi da gen̄ta-frouez d’ann Aotrou,

15. Goudé béza skuḻet éôl ha lékéat ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo eur c’hennig d’ann Aotrou.

16. Ar bélek a zevô, enn én̄vor eûz ar c’hennig, lôd eûz ann éd a vézô bét brévet, hag eûz ann éôl, hag ann holl ézan̄s.


————


III. PENNAD.


Hostiv a béoc’h gan̄t éjenned, den̄ved, ein ha gevr.


1. Mar gra eunn dén eur c’hennig a béoc’h, ha mar d’eo eur c’hennig a éjenned, pé bâr pé barez, é kennigô anézhô dinam d’ann Aotrou.

2. Hag é lakai hé zourn war benn hé viktim, a vézô lazet é-tâl dôr tabernakl ann désténi ; hag ar véleien, mipien Aaron, a skuḻô ar goad war-dro ann aoter.

3. Hag hî a gennigô d’ann Aotrou al lard a c’hôlô bouzellou ann hostiv a béoc’h, hag ann holl lard a zô enn diabars ;

4. Ann digroazel gan̄d al lard a c’hôlô ar c’hostésiou, ha kroc’hénen ann avu gan̄d ann digroazelligou.

5. Hag hî a zevô kémen̄t-sé war ann aoter gan̄d ar sakrifiz-losk, goudé béza lékéat tân dindân ar c’heûneûd, ével eur c’hennig a c’houés vâd d’ann Aotrou.

6. Mar grâ eur c’hennig a béoc’h, ha mar d-eo eur c’hennig a zén̄ved, pé bâr pé barez, é vézin̄t dinam.

7. Mar kennig eunn oan dirâg ann Aotrou,

8. É lakai hé zourn war benn hé viktim, a vézô lazet é-tâl dôr tabernakl ann désténi : ha mipien Aaron a skuḻô hé c’hoad war-drô ann aoter.

9. Hag hî a gennigô eûz ann hostiv péoc’huz-zé é sakrifiz d’ann Aotrou, al lard hag al lôst holl,

10. Gan̄d ann digroazel, hag al lard a c’hôlô ar c’hôv, hag ann holl vouzellou, hag ann digroazel gan̄d al lard a zô oud ar c’hostésiou, ha kroc’hénen ann avu gan̄d ann digroazelligou.

11. Hag ar bélek a zevô anézhô war ann aoter, évid boéd d’ann tân hag évit kennig d’ann Aotrou.

12. Mar kennig eur c’havr dirâg ann Aotrou,

13. É lakai hé zourn war hé fenn, hag é lazô anézhi é-tâl dôr tabernakl ann désténi ; ha mipien Aaron a skuḻô hé goad war-drô ann aoter.

14. Hag hî a gémérô anézhi évit boéta tân ann Aotrou, al lard a c’hôlô ar c’hôv hag ann holl vouzellou,

15. Hag ann digroazel gan̄d ar groc’hénen a zô oud ar c’hostésiou, ha lard ann avu gan̄d ann digroazelligou.

16. Hag ar bélek a zevô anezhô war ann aoter, évid boéd d’ann tân, hag ével eur c’hennig a c’houés vâd. Ann holl lard a vézô d’ann Actrou,

17. Dré eur gwîr peûr-baduz a-wenn-é-gwenn, hag enn hoc’h holl diez ; ha na zebrot bikenn na goad, na lard.


————


IV. PENNAD.


Sakrifiz évid ar péc’héjou a ziwiziégez.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Lavar da vugalé Israel : Pa en deûz péc’het eunn dén dré ziwiziégez a-éneb unan eûz a c’hourc’hémennou ann Aotrou, ha ma en deûz gréad eunn dra a oa bét lavaret d’ézhan̄ na rajé két :

3. Mar d-eo ar bélek, péhini a zô bét éôliet, en deûz péc’het ô lakaad ar bobl da fazia, é kennigô d’ann Aotrou évid hé béc’hed eul leûé dinam.

4. Hag ô véza hé gaset é-tâl dôr tabernakl ann désténi dirâg ann Aotrou, é lakai hé zourn war benn al leûé, hag é lazô anézhan̄ d’ann Aotrou.

5. Kéméroud a rai ivé eûz a c’hoad al leûé, hag é tougô anézhan̄ é tabernakl ann désténi.

6. Hag ô véza soubet hé vîz er goad, é sparfô gan̄t-han̄ seiz gwéach dirâg ann Aotrou é-tâl gwél ar san̄tuar.

7. Lakaad a rai eûz ann kévélep goad war gerniel aoter al louzou c’houés vâd a zô hétuz d’ann Aotrou, ha péhini a zô é tabernakl ann désténi ; hag ann dilerc’h eûz ar goad a skuḻo out troad aoter ar sakrifiz-losk, é-tâl dôr ann tabernakl.

8. Hag é kémérô lard al leûé kenniget évid ar péc’hed, kenn ann hini a c’hôlô ar bouzellou, kenn ann hini holl a zô enn diabarz ;

9. Ann digroazelligou, hag ar groc’hénen a zô oud ar c’hostésiou, ha lard ann avu gan̄d ann digroazelligou ;

10. Ével ma tenneur anézhô eûz a leûé ann hostiv a béoc’h : hag hén̄ a zevô anézhô war aoter ar sakrifiz-losk.

11. É-kén̄ver ar c’hroc’hen hag ann holl gîk, gan̄d ar penn, hag ann treid, hag ar bouzellou, hag ar beûzel,

12. Hag ann dilerc’h eûz ar c’horf, é kasô anezhô er-méaz eûz ar c’hamp, enn eul léac’h glân, é péléac’h é tôleur peûrvuia al ludu ; hag hén̄ hô devô war eur bern keûneûd, a loskô el léac’h ma véz taolet al ludu.

13. Mar d-eo kouézet holl bobl Israel enn diwiziégez, ha ma en deûz gréat dré ziwiziégez eunn dra-bennâg a-énep gourc’hémenn ann Aotrou ;

14. Ha mar teû goudé da anaoud hé béc’hed, é kennigô évid hé béc’hed eul leûé, a gasô é-tâl dôr ann tabernakl.

15. Hag hénaoured ar bobl a lakai hô daouarn war benn al leûé dirâg ann Aotrou ; hag ô véza lazet al leûé dirâg ann Aotrou,

16. Ar bélek, péhini a zô bét éôliet, a zougô eûz hé c’hoad é tabernakl ann désténi ;

17. Hag ô véza soubet hé viz enn-han̄, é sparfô seiz gwéach é-tâl ar wél.

18. Hag é lakai eûz ann hévélep goad war gerniel ann aoter a zô dirâg ann Aotrou é tabernakl ann désténi ; hag ann dilerc’h eûz ar goad a skuḻo out troad aoter ar sakrifisou-losk, a zô é-tâl dôr tabernakl ann désténi.

19. Kéméroud a rai hé holl lard, hag é tevô anézhan̄ war ann aoter.

20. Ober a rai eûz al leûé-zé, ével ma en deûz gréat eûz al leûé all ken̄toc’h ; hag ar bélek ô pédi évit-hô, ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hô c’hén̄ver.

21. Ar bélek a gasô ivé al leûé-man̄ er-méaz eûz ar c’hamp, hag é tevô anézhan̄ ével ma en deûz devet ann hini ken̄ta, ô véza ma eo évit péc’hed ann holl bobl.

22. Mar pec’h eur prin̄s, ha mar grâ dré ziwiziégez eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou ;

23. Ha mar teû pelloc’h da anaoud hé béc’hed, é kennigô da hostiv d’ann Aotrou eur bouc’h iaouan̄k dinam.

21. Lakaad a rai hé zourn war hé benn ; ha pa en dévézô hé lazet el léac’h ma vez gréat peûrvuia ar sakrifisou-losk dirâg ann Aotrou, ô véza ma eo évid ar péc’hed,

25. Ar bélek a zoubô hé vîz é goad hostiv ar péc’hed, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻo ann dilerc’h oud troad ann aoter.

26. Hag hén̄ a zevô al lard war ann aoter, ével ma eo ar boaz da ôber évid ar viktimou a béoc’h ; hag ar bélek a bédô évit han̄, hag évid hé béc’hed, hag é vézô distolet d’ézhan̄.

27. Mar péc’h eur ré eûz a bobl ar vrô dré ziwiziégez, ha mar gra eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou, ha mar teû da fazia,

28. Ha da anaoud hé béc’hed ; é kennigô eur c’havr dinam ;

29. Hag hén̄ a lakai hé zourn war benn hostiv ar péched, hag a lazô anézhi é léac’h ar sakrifiz-losk.

30. Hag ar bélek a lakai eûz a c’hoad ar c’havr oud hé vîz ; a daolô eûz anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hâg a skuḻô ann dilerc’h out trôad ann aoter.

31. Goudé béza tennet al lard holl, ével ma tenneur anézhan̄ eûz ar viktimou a béoc’h, é tevô anézhan̄ war ann aoter, ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou. Pédi a rai évid ar péc’her, hag hé béc’hed a vézô distôlet d’ézhan̄.

32. Mar kennig évid ar péc’hed eur viktim é-touez ann dén̄ved, é kémérô eunn dan̄vad dinam.

33. Lakaad a rai hé zourn war hé benn, hag é lazô anézhan̄ el léac’h ma véz lazet ann hostivou-losk.

34. Ar bélek a gémérô eûz hé c’hoad gan̄d hé vîz, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻô ann dilerc’h out troad ann aoter.

35. Goudé béza tennet al lard holl, ével ma tenneur anézhan̄ eûz ann tourz a lazeur évid ar péoc’h, é tevô anézhan̄ ével ézan̄s ann Aotrou war ann aoter ; pédi a rai évit-han̄, hag évid hé béc’hed, hag é vézô distaolet d’ézhan̄.


————


V. PENNAD.


Dic’haouidigez évit meûr a béc’hed.


1. Mar pec’h eunn dén, goudé béza klevet eur ré oc’h ôber lé ; mar d-eo bét tést, pé évit beza gwélet, pé évit béza gwézet, ha ma n’hen diskuḻ két, é tougô hé fallagriez.

2. Ma laka eunn dén hé zourn war eunn dra-bennâg a zô louz, pé war eunn dra a vézô bét lazet gan̄d eul loen, pé a vézô marô anézhan̄ hé-unan, pé war eul loen stlej, ha pa en défé an̄kounac’héat hé lousdoni, eo kabluz ha faziet en deûz ;

3. Ha ma en deûz lékéad hé zourn war eunn dra-bennâg a louz eûz ann dén, hervez kémen̄t lousdoni gan̄t péré é hell béza saotret ; goudé béza hé an̄kounac’héat, mar teû pelloc’h d’hé anaout, é vézô dindân ar fazi.

4. Ma en deûz eunn dén touet ha lavaret gan̄d hé vuzellou, ha krétéet gan̄d hé lé ha gan̄d hé c’heriou pénaoz é rajé eunn dra zroug pé eunn dra vâd ; goudé béza an̄kounac’héat hé fazi, mar teû pelloc’h d’hé anaout,

6. Graet pinijen évid hé béc’hed,

6. Ha kéméret eûz ann dropellou eunn oan pé eur menn-gavr ; hag ar bélek a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed.

7. Hôgen ma na hell két kenniga eûz hé dropel, kenniget d’ann Aotrou diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar péc’hed, hag ébén ével eur c’hennig-losk.

8. Hag hén̄ hô rôi d’ar bélek, péhini ô kenniga ar gen̄ta évid ar péc’hed, a drôi hé fenn oud ann eskel, enn hévélep doaré ma choumô stâg oud ar gouzoug, ha na vézô két diframmet diout-hi enn-holl-d’ann-holl.

9. Hag hén̄ a sparfô gan̄d hé goad môger ann aoter ; ha kémen̄d a choumô a skuḻô war droad ann aoter, ô véza ma eo évid ar péc’hed.

10. Ebén a zevô ével eur sakrifiz-losk ; hag ar bélek a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed, hag é vézô distolet d’ézhan̄.

11. Ma na hell két kenniga diou durzunel, pé diou goulmik, é kennigô évid hé béc’hed ann dékved lôden eûz a eunn éfi a vleûd glân ; na lakai kéd a éôl enn-han̄ nag ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo évid ar péc’hed.

12. Hé rei a rai d’ar bélek, péhini a gémérô eunn dournad anézhan̄, hag he zevô war ann aoter, é én̄vor ann hini en dévézô hé genniget.

13. Hag é pédô hag é tic’haouô évit-han̄ ; hag ann dilerc’h en dévézô ével eur gôbr évit-han̄.

14. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

15. Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez a-éneb ann traou a zô gwéstlet d’ann Aotrou, é kennigô évid hé béc’hed eunn tourz dinam eûz ann dropellou, a hell béza prénet gan̄d daou sikl, hervez men̄t ar san̄tuar.

16. Hag hén̄ a zistôlô ar péz en dévézô kéméret é gaou, ha pemp gwéach kémen̄d all ouc’h-penn, a rôi d’ar bélek, péhini a bédô évid ann hini a gennigô ann tourz, hag é vézô distolet hé béc’hed da hé-man̄.

17. Mar pec’h eunn dén dré ziwiziégez, ha mar gra eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou, hag ô véza kabluz eûz ar fazi-zé, éc’h anavez hé fallagriez,

18. É kémérô eûz a greiz hé dropel eunn tourz dinam, a gennigô d’ar bélek hervez ar ven̄t hag ar prizadur eûz ar péc’hed ; hag ar béleg a bédô évit-han̄, ô véza ma en dévézô gréat ar fazi héb hé c’houzout ; hag é vézô distôlet d’ézhan̄,

19. Dré ma en deûz péc’het dré ziwiziégez a-éneb ann Aotrou.


————


VI. PENNAD.


Lézen ar sakrifisou.


1. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Ann dén en dévézô péc’het, hag, ô tisprizout ann Aotrou, en dévézô nac’het oud hé nésa ar péz a vézô bét lékéat é trédéok dindân hé léalded, pé en dévézô kéméret eunn dra dré ners, pé en dévézô drouk-prézéget é gaou (T) ;

3. Pé ô véza kavet eunn dra kollet, hé nac’hô, hag a rai ouch-penn eul lé faoz, pé en dévézô gréat eur péc’hed all, eûz ar ré a ra peûrvuia ann dûd ;

4. O véza ken̄drec’het gan̄d hé béc’hed,

5. É tistolô a-grenn kémen̄d ha ma vézô fellet d’ézhan̄ da gaout dré laéron̄si ; hag é rôiô eur bempved lôden ouc’h-penn d’ar perc’hen out péhini en dévézô gréat gaou.

6. Hôgen évid hé béc’hed é kennigô eunn tourz dinam eûz hé dropel, hag é rôiô anézhan̄ d’ar bélek, hervez ar prizadur hag ar ven̄t eûz ann drouk.

7. Hag ar bélek a bédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou ; ha kémen̄d droug en dévézô gréat ô péc’hi a vézô distolet d’ézhan̄.

8. Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

9. Gourc’hémenn ann dra-man̄ da Aaron ha d’hé vipien : Chétu aman̄ lézen ar sakrifiz-losk : Devet é vézô war ann aoter héd ann noz bétég ar min̄tin ; ann tân a vézô kéméret eûz ann aoter hé-unan.

10. Ar bélek a wiskô hé saé hag hé vragou lîn ; hâg é kémérô al ludu a choumô war-lerc’h ann tân gwastuz, ha goudé béza hé lékéat é-tâl ann aoter,

11. É laoskô hé gen̄ta wiskaman̄chou, hag ô véza lékéat gwiskaman̄chou all, é tougô al ludu er-méaz eûz ar c’hamp, hag é peûr-zevô anézhan̄ enn eul léac’h glân.

12. Ann tân a zevô bépréd war ann aoter, hag ar bélek a vagô anézhan̄, ô lakaat bemdéz, diouc’h ar min̄tin, keûneûd war-n-ézhan̄ ; ha goudé béza lékéat ar viktim war ar c’heûneûd, é tevô war-c’horré lard ann hostivou a béoc’h.

13. Hen-nez eo ann tân peûr-baduz, péhini na dlé bikenn mouga war ann aoter.

14. Chétu aman̄ lézen ar sakrifiz hag ar braoued-kennigou a gennigô mipien Aaron dirâg ann Aotrou ha dirâg ann aoter.

15. Ar béleg a gémérô eunn dournad bleûd a vézô bét sparfet gan̄d éôl, hag ann holl ézan̄s a vézô bet lékéat war-c’horré ar bleûd ; hag é tevô anézhan̄ war ann aoter, ével eunn dra a c’houés vâd dirâg ann Aotrou.

16. Hôgen Aaron hag hé vipien a zebrô ar péz a choumô eûz a bleûd hép goell, hag é tebrin̄t anézhan̄ el léac’h san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.

17. Rak-sé na vézô két lékéad a c’hoell enn-han̄, râk lôd anézhan̄ a véz kenniget d’ann Aotrou ével ézan̄s. Eunn dra san̄tel-brâz éta é vézô, ével ar péz a gennigeur évid ar péc’hed hag évid ann drouk.

18. Ar oazed eûz a wenn Aaron hép-kén a zebrô anézhan̄. Eunn dra eo hag a vézô reiz ha peûr-baduz enn hô kwenn diwar-benn sakrifisou ann Aotrou : piou-bennâg a dan̄vô anézhan̄, a dléô béza san̄tel.

19. Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

20. Chétu kennig Aaron hag hé vipien, a dléon̄t da ôber d’ann Aotrou é deiz hô éôliérez. Ann dékved lôden eûz a eunn éfi a vleûd a gennigin̄t ével eur sakrifiz peûr-baduz, ann han̄ter diouc’h ar min̄tin, hag ann han̄ter all diouc’h ar pardaez.

21. Goudé béza hé sparfet gan̄d éôl, é poazô anézhan̄ er billig ; hag ar bélek a vézô deûed da her d’hé dâd dré wîr, a gennigô anézhan̄, hag hén̄ tomm, ével eunn dra a c’houés vâd d’ann Aotrou ;

22. Hag é tevô holl war ann aoter.

23. Hôgen holl sakrifisou ar véleien a vézô peûr-zevet gan̄d ann tân, ha dén na zebrô anézhô.

24. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

25. Lavar ann dra-man̄ da Aaron ha d’hé vipien : Chétu aman̄ lézen ann hostiv évid ar péc’hed : lazed é vézô dirâg ann Aotrou el léac’h ma kennigeur ar sakrifiz-losk ; eunn dra san̄tel-brâz eo.

26. Ar bélek hé gennigô a zebrô anézhan̄ el léach san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.

27. Kémen̄t tra a stokô oud hé gîg, a vézô san̄télet. Mar kouéz eûz hé c’hoâd war eur zaé-bennâg, é vézô gwalc’het el léac’h san̄tel.

28. A1 léstr prî é péhini é vézô bét poazet, a vézô torret : mar d-eo a arem al léstr, é vézô skarzet, ha gwalc’het gan̄d dour.

29. Kémen̄t goaz eûz a wenn ar véleien a zebrô eûz ar c’hîz-zé, ô véza ma eo san̄tel-brâz.

30. E-kén̄ver ann hostiv a lazeur évid ar péc’hed, a béhini é tougeur ar goâd é tabernakl ann désténi évid ôber ann dic’haouidigez er san̄tuar, na vézô kéd debret, hôgen devet é vézô gan̄d ann tân.


————


VII. PENNAD.


Eûz ann hostiv a béoc’h.


1. Chétu ivé lézen ann hostiv évid ar gwall : san̄tel-brâz eo.

2. Râk-sé el léac’h ma vézô lazet eul loen-losk, é vézô lazet ivé eur viktim évid ar gwall ; hé c’hoâd a vézô skuḻet war-drô ann aoter.

3. Kenniget é vézô anézhan̄ al lôst hag al lard a c’hôlô ar bouzellou ;

4. Ann digroazelligou, hag al lard a zô war ar c’hostésiou, ha kroc’hénen ann avu gand ann digroazelligou.

5. Hag ar bélek a zevô anézhô war ann aoter ; ézan̄s ann Aotrou eo évid ar gwall.

6. Kémen̄t goaz eûz a wenn ar véleien a zebrô eûz ar c’hîk-zé el léac’h san̄tel, ô véza ma eo san̄tel-brâz.

7. Ével ma kennigeur eunn hostiv évid ar péc’hed, hé c’hennigeur ivé évid ar gwall ; eul lézen hép-kén a vézô évid ann diou hostiv : d’ar bélek en dévézô hé c’henniget, é vézô.

8. Ar bélek a gennig viktim ar sakrifiz-losk, en devézô hé c’hroc’hen.

9. Kémen̄t sakrifiz bleûd a véz poazet er fourn, pé rôstet war ar c’hriḻ, pé aozet er billik, a vézô d’ar bélek en dévézô hé genniget.

10. Mar béz glébiet gan̄d éôl, pé mar béz séac’h, é vézô rannet enn eunn doaré unvan étré holl vipien Aaron.

11. Chétu aman̄ lézen ann hostiv péoc’huz a véz kenniget d’ann Aotrou.

12. Mar d-eo évit trugarékaat é véz gréat ar c’hennig, é vézô kenniget baraou dic’hoell glébiet gan̄d éôl, ha kouiñou dic’hoell lardet gan̄d éôl, ha bleûd glân poazet, ha gwastellou glébiet ha kemmesket gan̄d éôl.

13. Kenniget é vézô ivé baraou goell, gan̄d ann hostiv a drugarez, a gennigeur évid ar ré-béoc’huz.

14. Unan anézhô a vézô kenniget d’ann Aotrou évit préveûdi, hag é vézô évid ar bélek a skuḻô goâd ann hostiv.

15. Debret é vézô kîg ann hostiv enn hévélep deiz, ha na choumô nétrâ anézhi bétég ar min̄tin.

16. Mar kennig eur ré eunn hostiv goudé gwéstl, pé a-ioul frank, é vézô debret ivé enn hévélep deiz ; hôgen mar choum eunn dra anézhi évid an̄trônôz, é vézô lézet hé dibri.

17. Hôgen kémen̄d a vézô kavet anézhi enn trédé deiz a vézô devet gan̄d ann tân.

18. Mar tebr eur ré eûz a gîg ar viktim a béoc’h enn trédé deiz, é vézô didalvez ar c’hennig, ha na dalvézô két da néb hé c’hennigô ; hôgen enn-énep piou-bennâg a vézô en em zaotret ével-sé ô tibri eûz ann hostiv-zé, a vézô kabluz a wall-ôber.

19. Ar c’hîk en dévézô stoket oud eunn dra dic’hlan, na vézô két debret, hôgen devet é vézô gan̄d ann tân ; néb a vézô glân, a zebrô kîg ar viktim a béoc’h.

20. Piou-bennâg, hag hén̄ saotret, a zebrô eûz a gîg ann hostivou péoc’huz kenniget d’ann Aotrou, a iélo da goll eûz a greiz hé bobl.

21. Ha piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war lousdoni eunn dén pé eul loen, pé eunn dra all a hell saotra, hag en dévézô debret eûz ar c’hîk-zé, a varvô eûz a greiz hé bobl.

22. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

23. Komz out mipien Israel, ô lavarout : Na zebrot két lard ann dan̄vad, nag ann éjenn, nag ar c’havr.

24. Kéméroud a réot évit meûr a dra lard eul loen marô anézhan̄ hé-unan̄, pé eûz ann hini a zô bét paket gan̄d eul loen all.

25. Mar tebr eur ré eûz al lard a dlé béza kenniget d’ann Aotrou ével ézan̄s, é varvô eûz a greiz hé bobl.

26. Na gémerrot két ken-nébeût da voéd goâd anéval é-béd, na goâd evned, na goâd loéned.

27. Kémen̄t dén en dévézô debret goâd, a varvô eûz a greiz hé bobl.

28. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

29. Komz out mipien Israel, ô lavarout : Néb a gennig eunn hostiv a béoc’h d’ann Aotrou, ra gennigô enn hévéleb amzer ar sakrifiz, da lavaroud eo hé braoued-kennig.

30. Derc’hel a rai enn hé zaouarn lard ann hostiv, ha poullig hé c’haloun ; ha goudé m’en dévézo hô gwéstlet d’ann Aotrou oc’h hô c’henniga, hô rôiô d’ar bélek,

31. Péhini a zevô al lard war ann aoter ; hôgen poullig ar galoun a vézô évid Aaron hag hé vipien.

32. Skoaz déou ann hostivou a béoc’h a gouézô d’ar bélek gan̄d ar préveûdi.

33. Ann hini eûz a vipien Aaron en dévézô kenniget ar goâd hag al lard, en dévézô ive enn hé lôd ar skoaz déou.

34. Râk mired em eûz a gîg ann hostivou péoc’huz bugalé Israel, poull ar galoun a zaveur dira-z-oun, hag ar skoaz a zô bét rannet ; hag hô rôed em eûz d’ar béleg Aaron ha d’hé vipien, dré eul lézen peûr-baduz, é-touez pobl Israel.

35. Hen-nez eo gwîr éôliérez Aaron hag hé vipien, é lidou ann Aotrou, enn deiz ma en deûz hô c’henniget Moizez, évid ôber ar garg a véleien ;

36. Hag en deûz ann Aotrou gourc’hémennet da vugalé Israel da rei d’ézhô, dré eul lid peûr-baduz a-wenn-é-gwenn.

37. Honn-nez eo lézen ar sakrifiz-losk, ar sakrifiz évid ar péc’hed hag évid ar gwall, évid ar gwestl hag évid ar viktimou a béoc’h ;

38. Lézen a rôaz ann Aotrou da Voizez war vénez Sinai, pa c’hourc’hémennaz da vugalé Israel kenniga hô rôou d’ann Aotrou é distrô Sinai.


————


VIII. PENNAD.


Sakradurez Aaron hag hé vipien.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Kémer Aaron gan̄d hé vipien, hô gwiskou, ann oléô sakr, al leûé a dlé béza kenniget évid ar péc’hed, daou dourz, hag eur gést bara dic’hoell ;

3. Ha dastum ann holl bobl é-tâl dôr ann tabernakl.

4. Moizez a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. Hag ô véza dastumet ann holl bobl é-tâl dôr ann tabernakl,

5. É lavaraz d’ézhô : Chétu pétrâ en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da ôber.

6. Ha neûzé é tiskouézaz Aaron hag hé vipien. Ha goudé m’en dôé hô gwalc’het,

7. É lékéaz d’ar bélek-brâz ar zaé lîn a-zindân, gan̄d ar gouriz war-c’horré ; hag é lékéaz d’ézhan̄ ar zaé c’hlâz, hag ann éfod war-c’horré ;

8. Ha goudé béza hé stardet gan̄d ar gouriz, é lékéaz out-han̄ ar rational, war béhini édô ar geriou-man̄ : kélénnadurez ha gwirionez.

9. Lakaad a réaz ivé ann diaren war hé benn ; ha war hé gorré, ouc’h ann tâl, é lékéaz ann daolen aour gwéstled ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

10. Kéméroud a réaz ivé ann oléô sakr (T), gan̄t péhini éc’h éôliaz ann tabernakl gan̄d hé holl listri.

11. Ha goudé m’en doé sparfet ann aoter seiz gwéach, éc’h éôliaz anéz-han̄, hag hé holl listri, hag é san̄télaz gan̄d éôl ar véol gan̄d hé droad.

12. Skuḻa a réaz ivé éôl war benn Aaron, hag éc’h éôliaz, hag é sakraz anézhan̄.

13. Hag ô véza kenniget mipien Aaron, é wiskaz d’ézhô saéou lîn, é lékéaz gourizou war hô zrô, ha mitrou war hô fenn, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

14. Kenniga a réaz ivé eul leûé évid ar péc’hed ; ha goudé m’hô dôé Aaron hag hé vipien lékéad hô daouarn war benn al leûé,

15. É lazaz Moizez anézhan̄ ; hag ô kéméroud hé c’hoad, é soubaz hé vîz enn-han̄, hag é lékéaz anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô ; hag ô véza ével-sé hé c’hlanet hag hé san̄télet, é skuḻaz ann dilerc’h eûz ar goâd out troad ann aoter.

16. Neûzé é tevaz war ann aoter al lard a oa war ar bouzellou, ha kroc’hénen ann avu, hag ann digroazelligou, gan̄d hô lard.

17. Hag hén̄ a zevaz al leûé er-méaz eûz ar c’hamp, gan̄d ar c’hroc’hen, hag ar c’hik, hag ar beûzel, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

18. Kenniga a réaz ivé eunn tourz é sakrifiz-losk ; ha goudé m’hô dôé Aaron hag hé vipien lékéad hô daouarn war benn ann tourz,

19. É lazaz Moizez anézhan̄, hag é skuḻaz hé c’hoad war-drô d’ann aoter.

20. Trouc’ha a réaz ann tourz a dammou, hag é tevaz enn tân ar penn, ann izili, hag al lard,

21. Goudé béza gwalc’het ar bouzellou hag ann treid ; hag é tevaz ann tourz holl war ann aoter, ô véza ma oa eur sakrifiz-losk a c’houés vâd d’ann Aotrou, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄.

22. Eunn tourz all a gennigaz, évit sakradurez ar véleien ; hag Aaron hag hé vipien ô véza lékéat hô daouarn war benn ann tourz,

23. É lazaz Moizez anézhan̄ ; hag ô kémérout eûz hé c’hoâd, ê lékéaz eûz anézhan̄ war bennik skouarn zéou Aaron, ha war veûd hé zourn déou, ha war veûd hé droad déou.

24. Kenniga a réaz ivé mipien Aaron ; ha goudé m’en dôé lékéat eûz a c’hoâd ann tourz a oa bét lazet, war bennik skouarn déou pép-hini anézhô, ha war veûd hô dourn déou, ha war veûd hô troad déou, é skuḻaz ann dilerc’h eûz ar goâd war ann aoter trô-war-drô.

25. Hôgen lakaad a réaz a dû al lard, hag al lôst, hag al lard holl a c’hôlô ar bouzellou, ha kroc’hénen ann avu, hag ann digroazel gan̄d hô lard, hag ar skoaz zéou.

26. Hag ô kémérout eûz a gavel ar baraou dic’hoell a ioa dirâg ann Aotrou, eur bara dic’hoell, eur wastel kemmesket gan̄d éôl, hag eur gouiñ, é lékéaz anézhô war al lard, ha war ar skoaz zéou ;

27. Hag hô lékéaz holl étré daouarn Aaron hag hé vipien péré hô zavaz dirâg ann Aotrou ;

28. Ha Moizez ô véza hô c’héméret eûz hô daouarn, hô devaz war aoter ar sakrifiz-losk, ô véza ma oa eur c’hennig a zakradurez, hag eur sakrifiz a c’houés vâd d’ann Aotrou.

29. Hag é kéméraz poull-kaloun ann tourz a oa bét lazet évid ar sakrérez, hag é savaz anézhan̄ dirâg ann Aotrou, ével hé lôd, diouc’h hé c’hourc’hémenn.

30. Hag ô kémérout ann oléô sakr (T), hag ar goâd a oa war ann aoter, é taolaz anézhô war Aaron, ha war hé wiskaman̄chou, war vipien Aaron, ha war hô gwiskaman̄chou.

31. Ha goudé m’en dôé sakred anézhô enn hô gwiskaman̄chou, é c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Poazid ar c’hîg é-tâl dôr ann tabernakl, ha dibrit hén̄ énô ; dibrid ivé bara ar sakradurez, a zô bét lékéad er c’havel, ével m’en deûz hé c’hourc’hémennet ann Aotrou, ô lavarout : Aaron hag hé vipien a zebrô anézhô.

32. Ha kémen̄d a choumô eûz ar c’hîk hag eûz ar bara-zé, a vézô devet gan̄d ann tân.

33. N’az éot két ivé kuît eûz a dâl-dôr ann tabernakl é-pâd seiz dervez, bétég ann deiz é péhini é vézô tréménet amzer hô sakradurez ; râg ar zakradurez a zô peûr-c’hréat é seiz dervez ;

34. Ével ma hoc’h eûz hé wélet bréman̄, évit ma vézô peûr-c’hréat lidou ar sakrifiz.

35. Nôz-deiz é choumot enn tabernakl, oc’h ôber gward ann Aotrou, gan̄d aoun na varvchot ; râg ével-se eo bét gourc’hémennet d’in.

36. Hag Aaron hag hé vipien a réaz kémen̄d en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Moizez.


————


IX. PENNAD.


Aaron a gennig meûr a sakrifiz.


1. D’ar seizved dervez, Moizez a c’halvaz Aaron hag hé vipien, hag hénaoured Israel ; hag é lavaraz da Aaron :

2. Kémer eûz da dropel eul leûé évid ar péc’hed, hag eunn tourz évid eur sakrifiz-losk, ann eil hag égilé dinam, ha kennig anézhô dirag ann Aotrou.

3. Lavar ivé da vugalé Israel : kémérid eur bouc’h évid ar péc’hed, hag eul leûé hag eunn oan bloaz hag hî dinam, évid eur sakrifiz-losk,

4. Eunn éjenn hag eunn tourz évid ann hostivou a beoc’h ; ha lazit-hô dirâg ann Aotrou, ô kenniga, é sakrifiz pép-hini anézhô, bleûd glân glépiet gan̄d éôl ; râg ann Aotrou en em ziskouézô hiriô d’é-hoc’h.

5. Lakaad a réjon̄t éta é-tâl dôr ann tabernakl ar péz en dôa lavaret Moizez d’ézhô ; ha pa oa énô ann holl bobl enn hé za,

6. É lavaraz Moizez : Chétu pétrâ en deûz ann Aotrou gourc’hémennet d’é-hoc’h ; grit hén̄, hag hé c’hloar en em ziskouézô d’é-hoc’h.

7. Hag hén̄ a lavaraz da Aaron : Tôsta oud ann aoter, ha lâz évid da béc’hed ; kennig eur sakrifiz-losk, ha péd évid-od hag évid ar bobl ; ha p’az pézô lazet ann hostiv évid ar bobl, péd évit-han̄, ével m’en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.

8. Ha râk-tâl Aaron ô tôstaad oud ann aoter, a lazaz eul leûé évid hé béc’hed.

9. Hé vipien a zigasaz d’ézhan̄ ar goâd, é péhini é soubaz hé vîz, é lékéaz eûz anézhan̄ war gerniel ann aoter, hag é skuḻaz ann dilerc’h out troad ann aoter.

10. Devi a réaz ivé war ann aoter al lard, ann digroazelligou ha kroc’hénen ann avu, péré a zô évid ar péc’hed, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez :

11. Hôgen ar c’hîg hag ar c’hroc’hen a loskaz war ann tân er-méaz eûz ar c’hamp.

12. Laza a réaz ivé viktim ar sakrifiz-losk ; hag hé vipien a zigasaz d’ézhan̄ ar goâd, a skuḻaz war-drô d’ann aoter.

13. Digas a réjon̄t ivé d’ézhan̄ ann hostiv trouc’het a dammou, gan̄d ar penn hag ann holl izili ; hag hô devaz holl war ann aoter,

14. Goudé béza gwalc’het enn dour ar bouzellou hag ann treid.

15. Laza a réaz ivé eur bouc’h a gennigaz évit péc’hed ar bobl ; hag ô véza glanet ann aoter,

16. É réaz eur sakrifiz-losk.

17. Lakaad a réaz ouc’h-penn ar braoued-kennig a véz kenniget enn hévéleb amzer, hag é tevaz anézhô war ann aoter, oc’h-penn ôber lidou sakrifiz-losk ar min̄tin. (M).

18. Laza a réaz ivé eunn éjenn hag eunn tourz, péré a ioa hostivou a béoc’h évid ar bobl ; hag hé vipien a zigasaz d’ézhan̄ ar goâd anézhô, a skuḻaz war ann aoter trô-war-drô.

19. Digas a réjon̄d ivé lard ann éjenn, ha lôst ann tourz, ann digroazelligou gan̄d hô lard, ha kroc’hénen ann avu ;

20. Hag é lékéjon̄t anézhô war ar poullou-kaloun ; ha goudé ma oé devet al lard war ann aoter,

21. Aaron a lékéaz a dû ar poullou-kaloun, hag ann diskoaz déou, ô sével anézhô dirâg ann Aotrou, ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez.

22. Hag oc’h astenna hé zaouarn war-zû ar bobl, é vennigaz anézhan̄. Ha goudé béza ével-sé peûr-genniget ann hostivou évid ar péc’hed, ann hostivou-losk, hag ann hostivou a béoc’h, é tiskennaz.

23. Moizez hag Aaron a iéaz neûzé é tabernakl ann désténi, ha pa oen̄t deûet er-méaz, é vennigchon̄t ar bobl. Ha gloar ann Aotrou en em ziskouézaz d’ann holl bobl.

24. Hag eunn tân a zeûaz eûz ann Aotrou, hag a zevaz ann hostiv-losk, hag al lard a ioa war ann aoter. Pa wélaz ann holl bobl kémen̄t-sé, é veûlchon̄t ann Aotrou oc’h en em deûrel war hô génou.


————


X. PENNAD.


Mipien Aaron devet gan̄t tân ann én̄v. Ar gwin berzet d’ar véleien.


1. Neûzé Nadab hag Abiu, mipien Aaron, ô véza kéméret hô ézan̄souérou, a lékéaz enn-hô tân né oa két diwar ann aoter (M) hag ézan̄s war-c’horré, hag a gennigaz dirâg ann Aotrou ann tân-zé a ziavéaz ; ar péz na oa két bét gourc’hémennet d’ézhô.

2. Hag eunn tân deûet eûz a zirâg ann Aotrou, a zevaz anézhô, hag é varvchon̄t dirâg ann Aotrou.

3. Ha Moizez a lavaraz da Aaron : Chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou : San̄télet é vézinn er ré a dôsta ouz-in, ha meûlet é vézinn dirâg ann holl bobl. Aaron ô klevout kémen̄t-sé a davaz.

4. Moizez ô véza galvet Misael hag Élisafan, mipien Oziel, éon̄tr Aaron, a lavaraz d’ézhô : Id ha tennit hô preûdeûr a zirâg ar san̄tuar, ha kasit-hô er-méaz eûz ar c’hamp.

5. Mon̄d a réjon̄t râk-tâl, hag é kémerchon̄t anézhô enn doaré ma oan̄t gourvézet, hag hî gwisket gan̄d hô saéou lîn ; hag é taolchon̄t anézhô er-méaz, ével ma oa bét gourc’hémennet d’ézhô.

6. Ha Moizez a lavaraz da Aaron ha da Eléazar, ha da Itamar hé vipien : Na zizôlôit két hô penn, ha na rogit két hô tiḻad, gan̄d aoun na varvchac’h ha na zavché ar vuanégez war ann holl bobl. Ra wélô hô preûdeûr hag bobl dî Israel diwar-benn ann tân-gwall a zô bét c’houézet gan̄d ann Aotrou.

7. Hôgen c’houi na zeûit két er-méaz eûz ann tabernakl ; pé anéz é varvot : râg ôléô ar sakradur san̄tel a zô war-n-hoc’h. Hag hî a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez.

8. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Aaron :

9. Na évot két a wîn, nag a gémen̄t a hell mezvi, na c’houi nag hô mipien, pa’z éot é tabernakl ann désténi, gan̄d aoun na varchac’h : râg eur gourc’hémenn peûr-baduz eo enn hô rummou :

10. Evit ma hô pézô ar skian̄t da anaout eunn dra zakr dioc’h eunn dra dizakr, eunn dra saotr dioc’h eunn dra dizaotr ;

11. Ha ma teskot da vugalé Israel va holl lézennou em eûz rôed d’ézhô, mé ann Aotrou, dré zourn Moizez.

12. Neûzé Moizez a lavaraz da Aaron, ha da Éléazar, ha da Itamar, hé vipien, a oa choumet d’ézhan̄ : Kémérid ar sakrifiz a zô choumet eûz a gennig ann Aotrou, ha debrit-hén̄ hép goell é-tâl ann aoter, ô véza ma eo eunn dra san̄tel-brâz.

13. Hé zibri a réot el léac‘h san̄tel, ô véza ma eo bét rôed d’id ha d’az vipien eûz a gennigou ann Aotrou, ével ma eo bét gourc’hémennet d’in. .

14. Dibri a réod ivé té, da vipien ha da verc’hed, enn eul léac’h glân-brâz, ar poull-kaloun a zô bét kenniget, hag ar skoaz a zô bét lékéat a dû ; râg eûz a hostivou péoc’huz bugalé Israel in̄t bét miret évid-od, hag évid da vipien ;

15. O véza ma hô deûz savet dirâg ann Aotrou ar skoaz, ar poull-kaloun hag al lard a zeveur war ann aoter, ha ma’z éo kémen̄t-sé d’id ha d’az vipien, dré eul lézen peûr-baduz, ével ma en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.

16. Koulskoudé Moizez péhini a glaské ar bouc’h a oa bét kenniget évid ar péc’hed, a gavaz é oa bét devet ; hag ô véza savet droug enn-han̄ oud Éléazar hag Itamar, mipien Aaron, a oa choumet, é lavaraz :

17. Pérâg n’hoc’h eûz-hu két debret el léac’h san̄tel hostiv ar péc’hed, a zô san̄tel-brâz, hag a zô bét rôed d’é-hoc’h, évit ma tougot fallagriez ar bobl, ha ma pédot évit-han̄ dirâg ann Aotrou :

18. Pa eo gwîr pénaoz n’eo két bét douget eûz ar goâd-zé er san̄tuar, hag é tléfac’h dibri anézhan̄ el léac’h san̄tel, ével ma eo bét gourc’hémennet d’in ?

19. Hag Aaron a lavaraz : Ar viktim évid ar péc’hed a zô bét kenniget hiriô, hag ar sakrifiz-losk ivé dirâg ann Aotrou ; hôgen c’hoarvézet eo gan-én̄ ar péz a wélit ; pénaoz em bé-mé gellet dibri eûz ann hostiv-zé, pé plijout d’ann Aotrou el lidou, pa éma glac’haret va c’haloun ?

20. Pa glevaz Moizez kémen̄t-sé, é kavaz mâd hé zigarez. (r).


————



XI. PENNAD.


Eûz ann anévaled c’hlân hag eûz ar ré zic’hlan.


1. Ann Aotrou a gomzaz neûzé out Moizez hag oud Aaron, ô lavarout :

2. Livirid da vugalé Israel : E-touez ann holl anévaled eûz ann douar, chétu ann anévaled a dléot da zibri.

3. Kémen̄t loen a zô faoutet hé garn, hag a zaskir, eûz a hen-nez é tebrot.

4. Hôgen kémen̄d hini a zaskir, hag en deûz karn ha né két faoutet, ével ar c’han̄val hag ar ré all, na zebrot két eûz anézhan̄, hag ével loéned dic’hlan é vézin̄t d’é-hoc’h. (T).

5. Ar c’hounikl péhini a zaskir, ha né két faoutet karn hé dreid, a zô dic’hlan.

6. Ar c’hâd ivé a zô dic’hlan ; râk daskiria a ra, hôgen né két faoutet hé garn.

7. Ann houc’h ivé ; râk faoutet eo hé garn, hôgen na zaskir két.

8. Na zebrot két eûz a gîg ar ré-zé, ha na lékéot két hô tourn war hô gañou, râk dic’hlan in̄t d’é-hoc’h.

9. É-touez ann anévaled a zô ganet enn douréier, chétu ar ré a dléot da zibri. Kémen̄d en deûz bren̄kou ha skan̄t, kenn er môr, kenn er steriou hag el lennou ; eûz anézhô é tebrot.

10. Hôgen kémen̄d a fin̄v hag a vév enn douréier, ha n’en deûz kéd a vren̄kou nag a skan̄t, a vézô argarzuz d’é-hoc’h,

11. Hag érézuz : na zebrot két eûz hô c’hîk, hag é tec’hot diouc’h hô gañou.

12. Kémen̄t ha n’en dévézô kéd a vren̄kou nag a skan̄t enn douréier, a vézô dic’hlan.

13. É-touez ann evned, chétu ar ré a béré na dléot kéd dibri, hag a zô d’é-hoc’h da dec’hout : ann er, hag ar grifon hag ar falc’han,

14. Hag ar skoul, hag ar gûp, hervez hé wenn,

15. Hag ar vrân, ha kémen̄d a zô hével out-hi.

16. Hag ann ôtruz, hag ar gaouen, hag ann dour-iar, hag ar sparfel diouc’h hé wenn,

17. Hag ar c’harmélod, hag ar môr-vran, hag ann ibiz,

18. Hag ar sîn, hag ar bon̄gors, hag ar bég-rûz,

19. Hag ann herlégon, hag ar c’hévélek-vôr hervez hé wenn, hag ann houpérik, hag al lôgôden-zall.

20. Kémen̄d evn a gerz war bévar troad, a vézô argarzuz d’é-hoc’h.

21. Hôgen kémen̄d a gerz war bévar troad, hag a zô hiroc’h hé dreid a ziadré, hag a lamm war ann douar,

22. É hellit dibri eûz anézhan̄, ével m’az eo ar brukuz enn hé wenn, hag ann attakuz, hag ann ofiomakuz, hag ar c’hiḻek-raden diouc’h hé wenn.

23. Hôgen kémen̄d evn ha n’en deûz néméd pévar troad, a vézô argarzuz d’é-hoc’h ;

24. Ha piou-bennâg a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô saotret, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

25. Ha mar d-eo réd d’ézhan̄ dougen eur ré eûz ann anévaled-zé, hag hî marô, é walc’hô hé ziḻad, hag e vézô dic’hlan bété kûs-héol.

26. Kémen̄t loen en deûz karn, ha né két faoutet, ha na zaskir két, a vézô dic’hlan ; ha néb a lakai hé zourn war-n-ézhan̄, a vézô saotret

27. É-touez ann holl loéned pévar-zroadek, ann hini a gerz war hé balfou, a vézô dic’hlan ; néb a lakai hé zourn war hé c’hâñ, a vézô saotret bétég ar pardaez.

28. Ha piou-bennâg a zougô gañou al loéned-zé, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez ; râg ar ré-zé holl a zô dic’hlan d’é-hoc’h.

29. É-touez ann anévaled a fin̄v war ann douar, é vennot c’hoaz ar ré-man̄ ével dic’hlan : ar gaérel, hag al lôgôden, hag ar gurlaz-vôr, pép-hini diouc’h hé wenn ;

30. Ar minouc’h, hag ar c’haméléon, hag ar stellion, hag ar glazard, hag ar c’hôz ;

31. Ar ré-zé holl a zô dic’hlan. Néb a lakai hé zourn war hô gañou, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez ;

32. Hag ar péz war béhini é vézô kouézet eunn dra eûz hô gañou, a vézô saotret, kenn eul léstr prenn pé eur gwiskaman̄t, kenn krec’hin ha saéou-reûn : ann holl listri é péré é réeur eunn dra, a vézô gwalc’het gan̄d dour, hag a choumô saotret bétég ar pardaez ; ha goudé-zé é vézin̄t glanet.

33. Hôgen al léstr prî é péhini é vézô kouézet eunn dra eûz ar ré-man̄, a vézô saotret, hag évit-sé é vézô réd hé derri.

34. Mar skuḻeur dour eûz ar ré-man̄ war ar boéd a zebrit, é vézô dic’hlan ; ha kémen̄t braoued a évot eûz al listri-zé a vézô dic’hlan.

35. Hag ar péz war béhini é vézô kouézet eunn dra eûz ar gañou-man̄, a vézô dic’hlan ; pé fornigellou, pé kaoteriou, a vézô torret, ô véza ma vézin̄t dic’hlan.

36. Hôgen ar feun̄teûniou, hag ar pun̄sou, hag ann holl bun̄sou-glaô a vézô glân. Hôgen néb a lakai hé zourn war c’hañou al loéned, a vézô saotret.

37. Mar kouéz war ann hâd, na vézô két saotret hé-man̄.

38. Hôgen mar skuḻ eur ré dour war ann hâd, ha mar teû goudé da steki oud eur c’han̄, é vézô saotret râk-tâl.

39. Mar teû da vervel unan eûz al loéned a hellit da zibri, néb a stokô hé c’hân̄, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

40. Néb a zébrô eûz anézhan̄ pé hé zougô, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

41. Kémen̄t a stlej war ann douar, a vézô argarzuz, ha na vézô két kéméret eûz anézhan̄ évit boéd.

42. Kémen̄t loen pévar-zroadek a gerz war boull hé galoun, pé en deûz meûr a droad, pé en em stlej war ann douar, na zebrot két eûz anézhan̄, râg argarzuz eo.

43. Na zaotrit két hoc’h énéou, ha na likit két hô taouarn war hini eûz ar ré-zé, gan̄d aoun na zeûfac’h da véza dic’hlan.

44. Râk mé eo ann Aotrou hô Toué ; bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t. Na zaotrit két hoc’h énéou oud ann holl amprévaned a fin̄v war ann douar.

45. Râk mé eo ann Aotrou, en deûz hô tennet eûz a vrô ann Éjipt, évit ma vijenn da Zoué d’é-hoc’h. Bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t.

46. Houn-nez eo al lézen diwar-benn al loéned, hag ann evned, ha kémen̄d anéval béô a fin̄v enn dour, pé a stlej war ann douar ;

47. Evit ma anavézot ar péz a zô glân dioc’h ar péz a zô dic’hlan, ha ma wiot pétrâ a dléit da tibri pé da zisteûrel.


————


XII. PENNAD.


Glanérez ar gragez.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ezhô : Eur c’hreg pa é dévézô gwélet hé ozac’h, ma c’hân eur paotr, é vézô dic’hlan é-pâd seiz dervez, hervez ann deisiou eûz a rann hé misiou.

3. Hag ar bugel a vézô enwadet d’ann eizved deiz.

4. Hôgen hî a choumô c’hoaz tri dervez ha trégon̄t é goâd hé glanérez. Na lakai hé dourn war nétrâ a zan̄tel, ha n’az ai két ébarz ar san̄tuar, kén na vézô sévénet deisiou hé glanérez.

5. Hôgen ma c’hân eur baotrez, é vézô dic’hlan é-pâd diou zizun, hervez ar boaz évid réd ar misiou, hag é choumô c’houéac’h dervez ha tri-ugen̄t é goâd hé glanérez,

6. Ha pa vezô tréménet deisiou hé glanérez, pé évid eur mâb, pé évid eur verc’h, é tougô eunn oan bloaz é sakrifiz losk hag eur goulmik pé eunn durzunellik, évid ar péc’hed, é-tâl dôr tabernakl ann désténi, hag hô rôio d’ar bélek,

7. Péhini hô c’hennigô dirâg ann Aotrou, hag a bédô évit-hi ; hag ével-sé é vézô glanet-hî eûz a réd hé goâd. Houn-nez eo al lézen évid ann hini a c’hân eur paotr pé eur baotrez.

8. Ma na gâv két hé dourn kémen̄t-sé, ha ma na hell két kenniga eunn oan, é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar sakrifiz-losk, hag ébén évid ar péc’hed : hag ar béleg a bédô évit-hi, hag hî a vezô glanet ével-sé.


XIII. PENNAD.


Lézen diwar-benn al lovren̄tez.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout :

2. Ann dén, é kroc’hen pé é kîk péhini é vézô savet eunn dishévélédigez, pé eur glôgôren, pé eunn dra luc’huz-bennâg, da lavaroud eo gouli al lovren̄tez, hen-nez a vézô kaset d’ar bélek Aaron ; pé da unan eûz hé vipien.

3. Mar gwél ar bélek pénaoz éma al lovren̄tez war ar c’hoc’hen, pénaoz ar bléô a zô trôet é liou gwenn, pénaoz al léc’hiou é péré éma al lovren̄tez a zô diouc’h doaré dounoc’h égéd ar c’hoc’hen hag ar c’hîg all ; gouli al lovren̄tez eo, ha kas a rai ann dén diouc’h ar ré all.

4. Hôgen ma éz eûz eur gwender luc’huz war ar c’hroc’hen, ma ne két dounoc’h égéd ar c’hîg all, ha mar d-eo ar bléô eûz al liou ken̄t, ar bélek a zerrô anézhan̄ é-pâd seiz dervez.

5. Hag é sellô-pîz out-han̄ d’ar seizved dervez ; ha ma né két kresket al lovren̄tez, ha ma n’eo két en em lédet dounoc’h er c’hoc’hen, é serrô c’hoaz anézhan̄ é-pâd seiz dervez.

6. Hag é sellô-pîz out-han̄ d’ar seizved dervez : ha mar d-eo tévaloc’h al lovren̄tez, ha ma n’eo két en em lédet war ar c’hroc’hen, é tiskleriô anézhan̄ glân, râg ar gâl eo ; ann dén-zé a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô glân.

7. Goudé ma eo bét gwélet gan̄d ar bélek, ha diskleriet glân gan̄t-han̄, mar teû adarré al lovren̄tez da greski, é vézô c’hoaz digaset d’ar bélek,

8. Hag é vézô barnet ével dic’hlan.

9. Pa vézô gouli al lovren̄tez war eunn dén, é vezô digaset d’ar bélek ;

10. Hag hén̄ a zellô-pîz out-han̄. Mar d-eo gwenn liou ar c’hroc’hen, ha mar d-eo trôet doaré ar bléô, ha mar gwéleur ivé ar c’hik béô ;

11. Eul lovren̄tez kôz-brâz ha kinviet er c’hroc’hen é vézô barnet ; râk-sé ar bélek a ziskleriô anézhan dic’hlan, ha na zerrô két anézhan̄, ô véza ma eo eunn dic’hlanded anat.

12. Hôgen ma réd al lovren̄tez é doaré bleûd war ar c’hoc’hen, ha mar gôlô ar c’hroc’hen holl adaleg ar penn bétég ann treid é kémen̄d a zô é gwél ;

13. Ar bélek a zellô pîz out-han̄, hag a varnô pénaoz al lovren̄tez-zé a zô glân-brâz, ô véza ma eo holl trôed é gwenn ; ha dré-zé ann dén a vézô glân.

14. Hôgen pa vézô gwélet ar c’hik béô enn-han̄ ;

15. Neûzé é vézô disklériet dic’hlan gan̄d ar bélek, ha lékéat é-touez ar ré zic’hlan ; râk mar-d-eo mesket ar c’hik béô gan̄t lovren̄tez, eo dic’hlan.

16. Mar teû adarré da drei é gwenn, ha mar gôlô ann dén holl ;

17. Ar bélek a zellô pîz out-han̄, hag a ziskleriô anézhan̄ glan.

18. Pa vézô bét é kîk pé é kroc’hen eur ré eur gouli-linek, hag a vézô bét paréet ;

19. Ha mar gwéleur eur gleizen wenn, pé demc’hell el léac’h ma édô ar gouli, é vésô digaset ann dén d’ar bélek ;

20. Péhini pa wélô pénaoz al lovren̄tez a zô dounoc’h égéd ar c’hîg all, ha pénaoz ar bléô a zô trôed e gwenn, a ziskleriô anézhan̄ dic’hlan ; râg gouli al lovren̄tez eo a zô tarzet er gouli-linek.

21. Mar d-eo ar bléô eûz al liou ken̄t, hag ar gleizen demzén̄val, ha ma né kéd hou-man̄ dounoc’h égéd ar c’hîg all, ar bélek a zerrô anézhan̄ é-pâd seiz dervez.

22. Ha mar teû ann drouk da greski, é tiskleriô pénaoz eo al lovren̄tez.

23. Hôgen mar choum enn hé léac’h, kleizen ar gouli-linek n’eo kén, hag ann dén a vézô disklériet glân.

24. Mar d-eo bét devet eunn dén enn hé gîk pé enn hé groc’hen, ha pa vézô paréet, mar teû ar gleizen da véza gwenn pé rouz :

25. Ar bélek a zellô pîz out-hi ; ha mar gwél pénaoz eo trôet é gwenn, ha pénaoz en em gav dounoc’h égéd ar c’hroc’hen all ; é tiskleriô anézhi dic’hlan, ô véza ma eo tarzet gouli al lovren̄tez er gleizen.

26. Ma né két kemmet liou ar bléô, ha ma né két dounoc’h léac’h ar gouli égéd ar c’hig all, ha mar d-eo demdén̄val doare al lovren̄tez, ar bélek a zerrô anézhan̄ é-pâd seiz dervez ;

27. Hag er seizved deiz, é sellô pîz out-han̄. Mar kresk al lovren̄tez war ar c’hroc’hen, é tisklériô anézhan̄ dic’hlan.

28. Hôgen mar choum al liou gwenn enn hé léac’h, ha mar teû demzéval, gouli ann devadur eo, ha dré-zé é vézô disklériet glân, ô véza ma eo kleizen eunn devadur.

29. Mar sâv al lovren̄tez war benn eur goaz pé eur vaouez, pé é barô eur goaz, ar bélek a zellô pîz out-hô ;

30. Ha mar d’eo dounoc’h al léac’h-zé égéd ar c’hîg all, mar d-eo mélen ar bléô, ha moanoc’h égéd diagen̄t, ar bélek a ziskleriô anézhan̄ dic’hlan, ô véza ma eo lovren̄tez ar penn hag ar barô.

31. Hôgen mar gwél pénaoz léac’h ar gouli a zô kévatal d’ar c’hîk a zô war-drô, ha mar d-eo dû ar bléô, é serrô anézhan̄ é-pâd seiz dervez ;

32. Hag er seizved deiz é sellô out-han̄. Ma né két kresket ar gouli, mar d-eo choumet ar bléô enn hô liou, ha mar d-eo léac’h ar gouli kévatal d’ar c’hîg all,

33. É vézô touzet ann dén, néméd léac’h ar gouli, hag é vézô serret é-pâd seiz dervez all.

34. Er seizved deiz, mar gwél ar bélek pénaoz eo choumet ar gouli enn hé léac’h, ha pénaoz né két dounoc’h égéd ar c’hîg all, é tisklériô anézhan̄ glân ; ha goudé m’eo dévézô gwalc’het é ziḻad, é vézô glân.

35. Hôgen goudé ar glanérez, mar teû c’hoaz ar merk da greski war ar c’hroc’hen,

36. Na glaskô mui mar d-eo kemmet ar bléô é liou mélen, rak dic’hlan anat eo.

37. Hôgen mar choum ar merk héb en em astenna, ha mar d-eo dû ar bléô, éc’h anavézô pénaoz eo paréet ann dén, hag é tisklériô distak pénaoz eo glân.

38. Mar gwéleur eo gwenn kroc’hen eur goaz pé eur vaouez,

39. Ar bélek a zellô pîz out-hô : ha ma anavez pénaoz eo demzéval ar merk gwenn a wéleur war ar c’hoc’hen, ra wézô pénaoz n’eo kéd al lovren̄tez, hôgen eur merk a liou gwenn, ha pénaoz eo glân ann dén.

40. Ar goaz eûz a benn péhini é kouéz bléô, a zô moal ha glân :

41. Ha mar kouéz ar bléô diwar ann tâl, eo tâl-voal ha glân.

42. Hôgen mar tarz eur merk gwenn pé c’hell war hé benn-voal pé war hé dâl-voal,

43. Pa en dévézô hé wélet ar bélek, é varnô anézhan̄ héb-arvar évid al lovren̄tez a zô savet er moalder.

44. Piou-bennâg éta a vézô saotret gan̄d al lovren̄tez, hag a vézô lékéad a dû dré varnédigez ar bélek,

45. En dévézô gwiskou disgri, hé benn enn noaz, hé zremm gôlôet gan̄d hé zaé ; hag é c’harmô, ô lavarout pénaoz eo dic’hlan ha saotret.

46. É-keid amzer ma vézô lovr ha dic’hlan, é choumô hé-unan er-méaz eûz ar c’hamp.

47. Mar d-éma al lovren̄tez enn eur zaé c’hloan pé lîn,

48. Er steûen pé enn anneûen, pé enn eur c’hroc’hen, pé enn eunn dra gréat gan̄t krec’hin ;

49. Mar d-eo saotret gan̄t namou gwenn pé c’hell, é vézô kéméret ével eul lovren̄tez, ha diskouézet d’ar bélek ;

50. Péhini goudé béza sellet pîz, a zerrô anézhi é-pâd seiz dervez.

51. Hag er seizved deiz, é sellô pîz adarré oud ar zaé ; ha ma anavez pénaoz eo kresket ann namou, eul lovren̄tez kinviet eo ; barna a rai pénaoz ann diḻad-zé ha kément trâ é péhini é vézô kavet namou, a zô saotret.

52. Ha râk-sé é vézin̄t dévet enn tân.

53. Mar gwél ar bélek pénaoz né két kresket ann namou,

54. É c’hourc’hémennô gwalc’hi ar péz é péhini éma al lovren̄tez hag é serrô anézhan̄ é pâd seiz dervez all.

55. Ha mar gwél pénaoz né két distrôet d’hé gen̄ta zoaré, pétrâ-bennâg né két kresket al lovren̄tez, é varnô ar zaé-zé dic’hlan, hag é loskô anézhi gan̄d ann tân, ô véza ma eo éat al lovren̄tez enn hé gorré, pé enn-hi holl.

56. Hôgen mar deo tévaloc’h léac’h al lovren̄tez, goudé ma eo bét gwalc’het ar zaé, ar bélek hé rogô, hag hé rannô diouc’h ar zaé.

57. Hôgen goudé-zé mar béz gwélet eul lovren̄tez gwâk ha mon̄d-don̄t el lec’hiou péré a oa dinam ken̄t, é tlé béza losket holl gan̄d ann tân.

58. Mar z-a kuît ann namou, ar bélek a walc’hô eunn eil wéach ar péz a zô glân, hag é vézô glanet.

59. Chétu énô lézen al lovren̄tez é-ken̄ver ann diḻad pé a c’hloan, pé a lin, eûz ar steûen pé eûz ann anneûen, pé é kémen̄t a zô gréat gan̄t krec’hin ; ma vézô gwézet pé é vézin̄t glân pé dic’hlan.


————


XIV. PENNAD.


Glanérez eunn dén lovr, hé dî hag hé ziḻad.


1. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Chétu al lid a vézô gréat évid ann dén lovr, pa vézô lékéat glan ; digaset é vézô d’ar bélek ;

3. Hag hé-man̄ ô véza éat er-méaz eûz ar c’hamp, hag ô véza anavézet pénaoz eo éat al lovren̄tez digan̄t-han̄,

4. A c’hourc’hémennô d’ann hini a dlé béza glanet, kenniga évit-han̄ daou c’holvan béô, a zô aotréet hô dibri, ha koat sedr, ha tané, ha sikadez.

5. Gourc’hémenni a rai c’hoaz laza unan eûz ar golvaned enn eul léstr prî war zour réd ;

6. Hag é soubô ar golvan all a zô béô, gan̄d ar c’hoat sedr, hag ann tané, hag ar sikadez, é goâd ar golvan a vézô bét lazet ;

7. Hag é sparfô gan̄t-han̄ seiz gwéach ann hini a dlé béza glanet, évit ma vézô karzet hervez al lézen ; hag ê laoskô ar golvan béô, évit ma nijô dré ar parkéier.

8. Ha pa en dévézô ann dén gwalc’het hé ziḻad, é touzô ann holl vléô eûz hé gorf, hag en em walc’hô gan̄d dour : hag ô véza karzet ével-sé, éz ai er c’hamp, enn hévélep doaré koulskoudé ma choumô seiz dervez er-méaz eûz hé delt ;

9. Hag er seizved dervez é touzô bléô hé benn, hag hé varô, hag hé c’hourennou, hag holl vléô hé gorf ; hag ô véza c’hoaz gwalc’het hé ziḻad, hag hé gorf,

10. Enn eizved deiz é kémérô daou oan dinam, hag eunn dan̄vad bloaz dinam ivé, ha tri dékved flour-bleûd gwiniz ar sakrifiz, glébiet gan̄d éôl hag ouc’h-penn eur chopinad éôl.

11. Ha pa en dévézô ar bélek péhini a garz ann dén-zé, hé genniget gan̄d ann holl draou-zé dirâg ann Aotrou é dôr tabernakl ann desténi,

12. É kémérô unan eûz ann ein, hag é kennigô anézhan̄ évid ann drouk, gan̄d ar chopinad éôl ; hag ô véza hô c’henniget holl dirâg ann Aotrou,

13. É lazô ann oan, el léac’h ma lazeur peûrvuia ann hostiv évid ar péc’hed hag ann hostiv-losk, da lavaroud eo el léac’h san̄tel. Râg ann hostiv évid ann drouk, kerkouls hag ann hini évid ar péc’hed a zô d’ar bélek ; ha san̄tel brâz eo.

14. Hag ar bélek ô kémérout eûz a c’hoad ann hostiv a zô bét lazet évid ann drouk, a lakai eûz anézhan̄ war benn skouarn zéou ann hini a zô karzet, ha war veûdou hé zourn déou hag hé droad déou ;

15. Hag é lakai eûz ar chopinad éôl enn hé zourn kleiz,

16. Hag é soubô bîz hé zourn déou enn-hî, hag é sparfô gan̄t-hî séiz gwéach dirâg ann Aotrou.

17. Hag é skuḻo ann éol a choumô a zilerc’h (T) enn hé zourn kleiz, war benn skouarn zéou ann hini a zô karzet, ha war veûd hé zourn déou, ha war veûd hé droad déou, war béré ar goâd a zô bét skuḻet évid ann drouk,

18. Ha war benn ann dén.

19. Hag é pédô ar bélek évit-han̄ dirâg ann Aotrou, hag é rai ar sakrifiz évid ar péc’hed ; neûzé é lazô ar viktim-losk,

20. Hag hel lakai war ann aoter, gan̄d hé braoued-kennig, hag ann dén a vézô karzet hervez al lézen.

21. Mar d-eo paour, ha ma na hell két kaout ar péz a zô lavaret, é kémérô eunn oan a vézô kenniget évid ann drouk, évit ma pédô ar bélek évit-han̄, hag ann dékved lôden eûz a vleûd glân glépiet gan̄d éôl évid eur sakrifiz, hag eur chopinad éôl,

22. Ha diou durzunel, pé diou goulmik a béré é vézô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk ;

23. Hag enn eizved deiz eûz hé c’hlanérez é kennigô anézhô d’ar bélek, é tâl tabernakl ann desténi, dirâg ann Aotrou.

24. Hag ar bélek ô kémérout ann oan évid ann drouk hag ar chopinad éôl, hô gorréô war-eunn-drô ;

25. Hag ô véza lazet ann oan, é lakai eûz he c’hoad war benn skouarn zéou ann hini a zô karzet, ha war veûd hé zourn déou, ha war veûd hé droad déou.

26. Hôgen skuḻa a rai lôd eûz ann éôl enn hé zourn kleiz ;

27. Hag ô véza soubet enn-hi bîz hé zourn déou, é sparfô seiz gwéach dirâg ann Aotrou :

28. É lakai eûz anézhi war benn skouarn zéou ann hini a zô karzet, ha war veûd hé zourn déou, ha war veûd hé droad déou, é léac’h ma oa bét skuḻet ar goâd évid ann drouk, (M).

29. Hôgen lakaad a rai war benn ann hini a zô karzet, ann dilerc’h eûz ann éôl a zô enn hé zourn kleiz, évit ma lakai ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.

30. Kenniga a rai ivé eunn durzunel pé eur goulmik,

31. Unan évid ann drouk, hag ébén évid ar sakrifiz-losk, gan̄d hé braoued-kennig.

32. Hen-nez eo sakrifiz ann dén lovr, péhini na hell két kaout kémen̄d a zô dléet évid ar glanérez.

33. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout :

34. Pa viot éat é douar Kanaan, a rôinn d’é-hoc’h é kers, mar béz gouli al lovren̄tez enn eunn tî-bennâg,

35. Perc’hen ann tî a iélô da gaout ar bélek, hag a lavarô d’ézhan̄ : Mé a gréd éma al lovren̄tez em zî.

36. Neûzé ar bélek a c’hourc’hémennô digas er-méaz kémend a zô enn tî, abarz m’az ai ébarz, ha ma wélô ma éma al lovren̄tez enn-han̄, gan̄d aoun na zeûfé da véza dic’hlan kémen̄d a zô enn tî. Goudé éz ai ébarz da wélout mar d-éma al lovren̄tez enn tî.

37. Ha mar gwél war ar môgériou, ével toullouigou diforc’het gan̄t namou disliv pe demruz, ha dounoc’h égéd ann dilerc’h,

38. É teûi er-méaz eûz a zôr ann tî, hag é serrô anézhan̄ râk-tâl é-pâd seiz dervez.

39. Hag ô véza distrôet d’ar seizved dervez, ar bélek a zellô pîz oud ann tî ; ha mar gwél é vézô kresket al lovren̄tez,

40. É c’hourc’hémennô tenna ar vein é péré é vézô al lovren̄tez hag hô zeûrel er-méaz eûz a géar enn eul léac’h dic’hlan ;

41. Graka ann tî hé-unan enn diabars trô-war-drô, ha teûrel ar poultr eûz ar grakérez er-méaz eûz a géar enn eul léac’h dic’hlan ;

42. Lakaat mein all é léac’h ar ré a vézô bét tennet, ha pria ann ti gan̄t prî all.

43. Hôgen goudé ma vézô tennet ar vein, goudé ma vézô graket ar poultr, ha priet ann ti gan̄t prî all ;

44. Pa zeûi ar bélek ébarz, mar gwél eo distrôet al lovren̄tez, hag éz eo gôlôet ar môgériou gan̄t nammou ; eul lovren̄tez kinviet eo, hag ann tî a zô dic’hlan.

45. Diskaret é vézô râk-tâl, hag ar vein anézhan̄, ar c’hoat hag ar poultr holl a vézô taolet er-méaz eûz a géar enn eul léach dic’hlan.

46. Néb a iélô enn ti-zé pa vézô bét serret, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

47. Ha néb a gouskô enn-han̄, hag a zebrô eunn dra-bennâg, a walc’hô hé ziḻad.

48. P’az ai ar bélek enn ti, mar gwél pénaoz né két kresket al lovren̄tez enn-han̄, goudé ma eo bét priet a-névez, é c’hlanô anézhan̄ évit béza deûet iac’h ;

49. Hag évid hé c’hlana é kémérô daou c’holvan, ha koat sedr, ha tané, ha sikadez :

50. Hag ô véza lazet unan eûz ar golvaned enn eul léstr prî, war zour réd,

51. É kémérô ar c’hoat sedr, hag ar sikadez, hag ann tané, hag ar golvan béô, hag hô soubô holl é goâd ar golvan a zô bét lazet, hag enn dour réd, hag é sparfô seiz gwéach ann tî ;

52. Hag hén̄ a c’hlanô anézhan̄ é goâd ar golvan lazet, hag enn dour réd, hag er golvan béô, hag er c’hoat sedr, hag er sikadez, hag enn tané.

53. Ha pa en dévézô laosket ar golvan béô da nija er parkéier, é pédô évid ann tî, hag é vézô glanet hervez al lézen.

54. Houn-nez eo al lézen diwar-benn ann holl lovren̄tésiou, hag ann holl vlon̄sou ;

55. Ha lovren̄tez ann diḻad hag ann tiez ;

56. Hag ar c’hleizennou, hag ar porbolennou, hag ann nammou luc‘huz, hag ann holl livou dishen̄vel ;

57. Evit ma vézô gellet anaout mar d-eo glân pé dic’hlan eunn dra.


————


XV. PENNAD.


Dic’hlanded ar goâz hag ar vaouez.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout :

2. Komzit out bugalé Israel, ha livirit d’ézhô : Ar goâz a loskô da rédek hé sper, a vézô dic’hlan.

3. Ha neûzé é vézô gwélet pénaoz eo techet d’ann drouk-zé, pa en em zastumô da bép préd eunn douren louz en em stagô oud hé gîk.

4. Pép gwélé war béhini é vézô bét kousket, pép léac’h é péhini é vézô bet azézet, a vézô dic’hlan.

5. Ma laka eur ré hé zourn war hé wélé, é walc’hô hé ziḻad, ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

6. Ma azez el léac’h ma vézô bét azézet ann dén, é walc’hô ivé hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄t dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

7. Néb en dévézô lékéat hé zourn war hé gîk a walc’hô hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

8. Mar taol ann dén-zé eûz hé vabouz war ann hini a zô glân, hé-man̄ a walc’hô hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

9. Ann dibr war béhini é vézô bét azézet, a vézô dic’hlan :

10. Ha kémen̄d a vézô bét dindân ann hini a zô ar béradur sper gan̄t-han̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez. Néb a zougô eunn dra eûz ar ré-zé, a walc’hô hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

11. Piou-bennâg a vézô bét stoket gan̄d ennn dén enn doaré-zé, abarz ma en dévézô gwalc’het hé zaouarn, hé-man̄ a walc’hô hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez ;

12. Al léstr prî war béhini en dévézô lékéat hé zourn, a vézô torret ; hag al léstr prenn a vézô gwalc’het gan̄d dour.

13. Mar d-eo iac’héet ann hini en dôa ann drouk-zé, é nivérô seiz dervez goudé ma vézô bét glanet ; ha goude ma en dévézô gwalc’het he ziḻad hag hé holl gorf é douréier réd, é vézô glân.

14. Ha d’ann eizved deiz é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, hag é teûi dirâg ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi, hag é rôi anézhô d’ar bélek,

15. Péhini a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk ; hag é pédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou, evit ma vézô glanet eûz a rédadur hé sper.

16. Ar goâz eûz a béhini é rédô ar sper, a walc’hô hé holl gorf gan̄d dour ; hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

17. Gwalc’hi a rai gan̄d dour ar zaé hag ar c’hroc’hen en dévézô bét war-n-ézhan̄, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

18. Ar vaouez gan̄t péhini é vézô éat, en em walc’hô gan̄d dour, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

19. Ar vaouez péhini é dévézô hé réd-goâd bép miz a vézô rannet é-pâd seiz dervez.

20. Piou-bennâg a stokô out hî, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

21. Ha kémen̄t trâ war bébini é vézô bét kousket pé azézet é deisiou hé rannérez, a vézô dic’hlan.

22. Néb en dévézô stoket oud hé gwélé, a walc’hô hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, e vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

23. Piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war eunn dra war béhini é vézô bét azézet, a walc’hô hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.

2i. Mar d-a eur goaz d’hé c’havout enn amzer ma éma hé misiou gan̄t-hi, é vézô-hén̄ dic’hlan é-pâd seiz dervez ; hag ann holl wéléou war béré é kouskô a vézô dic’hlan.

25. Ar vaouez gan̄t péhini é c’hoarvez é-pâd meûr a zeiz eur réd-goâd enn amzer ha n’éma két hé misiou gan̄t-hi, pé da béhini goudé hé misiou na éhan két ar goâd da rédek, a vézô dic’hlan ével é amzer hé misiou, keit ha ma padô kémen̄t-sé.

26. Kémen̄t gwélé war béhini é vézô bét kousket, ha kémen̄t trâ war béhini é vézô bét azézet a vézô dic’hlan.

27. Piou-bennâg en dévézô lékéad hé zourn war-n-ézhô, a walc’hô hé ziḻad ; ha goudé béza en em walc’het gan̄t dour, é vézô dic’h1an bétég ar pardaez.

28. Mar choum ar goâd hép rédek, é nivérô-hi seiz dervez évid hé glanérez ;

29. Ha d’ann eizved deiz é kennigô évit-hi d’ar bélek diou durzunel, pé diou goulmik, é-tâl dôr tabernakl ann desténi ;

30. Hag ar bélek a gennigô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk ; hag é pédô évit-hi dirâg ann Aotrou hag évid ar réd eûz he dic’hlanérez.

31. Deski a réod éta da vugalé Israel en em virout diouc’h ann dic’hlanded, évit na varvin̄t két enn hô saotrou, goudé béza mastaret va zabernakl a vézô enn hô c’hreiz.

32. Houn-nez eo al lézen a zell oud ann hini a losk da rédeg hé sper, pé en em zaotr ô wélout eur vaouez ;

33. Pé oud ar vaouez a zô rannet enn abek d’hé misiou, pé é deûz eur réd-goâd, pé oud ar goâz en dévézô kousket gan̄t-hi hag hî ével-sé.


————


XVI. PENNAD.


Peûr ha pénaoz é tlé mon̄d ar bélek er san̄tuar.


1. Ann Aotrou a gomzaz ivé out Moizez, goudé ma oa marô ann daou vab eûz a Aaron, pa oen̄t lazet évit béza kenniget tân a-ziavéaz d’ann Aotrou ;

2. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄, ô lavarout : Lavar da Aaron, da vreûr, n’az ai két é péb amzer er san̄tuar a zô é-diabarz ar wél dirâg ar goulc’her a c’hôlô ann arc’h, évit na varvô két ; rag en em ziskouéza a rinn er goabren war ann orakl ;

3. N’az aet két kén n’en dévézô gréat ann dra-man̄ : Kenniga a rai eul leûé évid ar péc’hed, hag eunn tourz é sakrifiz-losk.

4. Eur zaé lîn a wiskô, gôlei a rai gan̄t bragou lîn ar péz a dlé béza kuzet ; eo em c’houriza a rai gan̄d eur gouriz lin ; lakaad a rai war hé benn eur mitr lin ; rag ar gwiskou-zé a zô san̄tel ; hag hô lakaad a rai holl, goudé béza en em walc’het.

5. Hag é tigémérô digan̄d ann holl strollad eûz a vugalé Israel daou vouc’h évid ar péc’hed, hag eunn tourz évid ar sakrifiz-losk.

6. Ha pa en dévézô kenniget al leûé, ha pa en dévézô pédet évit-han̄ hé-unan hag évid hé dî,

7. É savô ann daou vouc’h dirâg ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi ;

8. Hag ô teûrel ar sort war ann daou vouc’h, unan évid ann Aotrou, hag égilé évid ar bouc’h da gâs-kuît ;

5. Ar bouc’h war béhini é vézô kouézet ar sort évid ann Aotrou, a vézô kenniget gan̄d Aaron évid ar péc’hed ;

10. Hag ar bouc’h war béhini é vézô kouézet ar sort évid ar bouc’h da gâs kuît, a vézô lékéat béô gan̄t-han̄ dirâg ann Aotrou, évit ma rai pédennou war-n-ézhan̄, ha ma kasô anézhan̄ d’ann distrô.

11. Goudé béza gréat kémen̄t-sé hervez ar gourc’hémenn, é kennigô al leûé ; hag ô pidi évit-han̄ hé-unan hag évid he dî, é lazô anézhan̄.

12. Neûzé é kémérô ann ézan̄souer en dévézô karget leûn gan̄t glaou béô diwar ann aoter, hag ô kémérout gan̄d hé zourn al louzou c’houés-vâd a vézô bét gréat évid ézan̄s, éz ai enn tû all d’ar wél é San̄t ar Zen̄t ;

13. Évit, pa vézô lékéat al louzou c’houés-vâd war ann tân, ma teûi ar môged hag ann aézen anézhô da c’hôlei ann orakl a zô war ann desténi, ha na varvô két.

14. Kémérout a rai ivé eûz a c’hoad al leûé, hag é sparfô seiz gwéach gan̄d hé vîz ar goulc’her war-zû ar sav-héol.

15. Ha goudé ma en dévézô lazet ar bouc’h évit péc’hed ar bobl, é tougô hé c’hoad enn diabarz eûz ar wél, ével ma eo bét gourc’hémennet diwar-benn goad al leûé, évit ma sparfô dirâg ann orakl,

16. Ha ma c’hlanô ar san̄tuar diouc’h saotrou bugalé Israel, ha diouc’h hô faziou, hag hô holl béc’héjou. Ann hévélep lîd a rai war dabernakl ann desténi, a zô savet enn hô c’hreiz é-mesk ar saotrou eûz hô zeltou.

17. Na vézet dén é-béd enn tabernakl, p’az ai ar bélek-brâz é San̄t ar Zen̄t, évit pidi évit-han̄ hé-unan hag évid hé dî, hac évid ann holl strollad eûz a Israel, kén na vézô deûet er-méaz.

18. Hôgen pa vézô deûet er-méaz étrézég ann aoter a zô dirâg ann Aotrou, ra bédô évit-han̄ hé unan ; ha goudé béza kéméret eûz a c’hoad al leûé, hag eûz a c’hoad ar bouc’h, ra skuḻô anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô ;

19. Hag ô sparfa seiz gwéach ann aoter gan̄d hé vîz lékéet er goad, é c’hlanô hag é san̄télô anézhi diouc’h saotrou bugalé Israel.

20. Goudé ma en dévézô glanet ar san̄tuar, hag ann tabernakl, hag ann aoter, é kennigô ar bouc’h béô ;

21. Hag ô véza lékéat hé zaou zourn war benn ar bouc’h, é tisklériô holl fallagriézou bugalé Israel, hag hô holl wallou, hag hô holl béc’héjou ; hag oc’h hô lakaat gan̄d drouk-peden war benn ar bouc’h, her c’hasô d’ann distrô gan̄d eunn dén daré évit-sé.

22. Ha goudé ma en dévézô douget ar bouc’h hô fallagriézou enn eul léac’h a-dû, hag é vézô bét laosket enn distrô,

23. É tistrôi Aaron é takernakl ann desténi, ha goudé béza kuitéet ar gwiskaman̄chou en dôa gwisket ken̄t pa’z éa er san̄tuar, hag ô véza hô lézet énô,

24. É walc’hô hé gîk el léac’h san̄tel, hag é lakai hé ziḻad. Ha goudé ma vézô deûet er-méaz, ha ma en dévézô kenniget hé sakrifiz-losk hag hini ar bobl, e pédô évit-han̄ hé unan hag évid ar bobl ;

25. Hag é tevô war ann aoter al lard a zô bét kenniget évid ar béc’héjou.

26. Hôgen ann hini en dévézô kaset ar bouc’h da gâs kuît, a walc’hô gan̄d dour hé ziḻad hag hé gorf, ha goudé-zé é teûi ébars er c’hamp.

27. Kaset é vézô er-méaz eûz ar c’hamp al leûé hag ar bouc’h a vézô bét lazet évid ar péc’hed, hag a vézô bét douget hô goâd er san̄tuar, évit ma vézô sévénet ann dic’haouidigez ; hag é vézô devet enn tân ar c’hoc’hen, ar c’hîg hag ar beûzel.

28. Ha piou-bennâg en dévézô hô devet, a walc’hô hé ziḻad hag hé gig enn dour, ha goudé-zé é teûi ébars er c’hamp.

29. Hag ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz enn hô touez. Er seizved mîz, d’ann dékved deiz eûz ar mîz, é c’hlac’harot hoc’h énéou, ha na réot labour é-béd, kén ar ré a zô ganet enn hô prô, kén ar ré a zô deûet eûz a ziavéaz brô hag a gerz enn hô touez.

30. Enn deiz-zé eo é vézô gréat hô tic’haouidigez, ha glanidigez hoc’h holl béc’héjou ; dirâg ann Aotrou é viot glanet ;

31. Rak sabbat ann éhan eo, hag é c’hlac’harot hoc’h énéou gan̄d eul lid peûr-baduz.

32. Hôgen ann dic’haouidigez-zé a vézô gréat gan̄d ar bélek a zô bét sakret, hag a zô bét sakret ivé hé zaouarn évit ma rai ar garg a vélék é léac’h hé dâd ; hag é wiskô ar zaé lîn, hag ar gwiskaman̄chou san̄tel ;

33. Hag hen̄ a zic’haouô ar san̄tuar, tabernakl ann desténi hag ann aoter ; ar véléien ivé hag ar bobl holl.

34. Hag ann dra-man̄ a vézô d’é-hoc’h eul lézen da virout bépréd, ma pédot eur wéach er bloaz évit bugalé Israel, hag évid hô holl béc’héjou. Moizez a reaz éta ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄.


————


XVII. PENNAD.


Doué a c’hourc’hémenn d’ann Israélited na rain̄t sakrifiz néméd da Zoué hép-kén, ha na zebrin̄t két a c’hoad.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz oud Aaron hag hé vipien, hag out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Chétu ar péz a c’hourc’hémenn ann Aotrou, ô lavarout :

3. Piou-bennâg eûz a dî Israel en dévézô lazet eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, pé eur c’havr er c’hamp pé er-méaz eûz ar c’hamp,

4. Ha n’en dévézô két hé genniget d’ann Aotrou é-tâl dôr ann tabernakl, a vézô kabluz eûz a skûḻ goâd : hag é varvô eûz a greiz hé bobl, ével pa en défé skuḻet goâd eunn dén.

5. Râk-sé bugalé Israel a dlé digas d’ar bélek hô hostivou, ar ré a lazon̄t peûrvuia er park, évit ma vézin̄t gwéstlet d’ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi, ha ma vézin̄t lazet d’ann Aotrou evel hostivou a béoc’h.

6. Hag ar bélek a skuḻô ar goâd war aoter ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi, hag é tévô al lard ével eur c’houés hétuz d’ann Aotrou.

7. Ha bikenn mui na lazin̄t hô hostivou d’ann diaoulou, gan̄t péré in̄t en em zaotret. Ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz évit-hô hag évid hô nésted.

8. Lavaroud a ri ivé d’ézhô : Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô touez, a gennigô eur sakrifiz-losk pé eur viktim,

9. Ha n’her c’hasô két é-tâl dôr tabernakl ann desténi, évit ma vézô kenniget d’ann Aotrou, a varvô eûz a greiz hé bobl.

10. Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô zouez, en dévézô debret goâd, é savinn va dremm a-éneb hé éné hag é tenninn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl ;

11. Râk buez ar c’hîg a zô er goâd ; hag hé rôed em eûz d’é-hoc’h, évit ma vézô d’é-hoc’h war ann aoter, évid diskarg hoc’h énéou, ha ma vézô ar goâd dic’haouidigez évid ann éné.

12. Râk-sé em eûz lavaret da vugalé Israel : Hini ac’hanoc’h, nag eûz ann diavésidi a ergerz enn hô touez, na zebret goâd.

13. Piou-bennâg eûz a vugalé Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô touez en dévézô kéméret enn hémolc’h pé er rouéjou eul loen pé eul labous a helleur da zibri, a skuḻô hé c’hoad, hag hé c’hôlôi gan̄d douar.

14. Râk buez ann holl gîg a zô er goâd ; ha dré-zé em eûz lavaret da vugalé Israel : Na zebrot két eûz a c’hoad pép kîk ; râk buez pép kîg a zô er goâd ; ha piou-bennâg a zebrô anézhan̄, a vézô lazet.

15. Kémen̄d dén en dévézô debret eûz a eul loen marô anézhan̄ hé-unan, pé a vézô bét paket gan̄d eul loen all, daoust pé eûz ar vrô pé divrôad eo ann dén, é walc’hô hé ziḻad, hag en em walc’hô hé-unan enn dour ; hag hén̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez ; hag enn doaré-zé é teûi da véza glân.

16. Ma na walc’h két hé ziḻad hag hé groc’hen, é tougô hé fallagriez.


————


XVIII. PENNAD.


Lézennou diwar-benn ann dimiziou difennet, ha diwar-benn ar glanded.


1. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Mé eo ann Aotrou hô Toué.

3. Na réot két hervez boaz brô ann Éjipt, é péhini oc’h bét ô choum ; ha na réot két hervez doaré brô Kanaan é péhini hô likiinn da von̄t ; ha na heûliot két hô lézennou.

4. Sévéni a réot va gourc’hémennou, miroud a réot va c’hélennou, hag é kerzot enn-hô. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

5. Mirit va lézennou ha va c’hélennou : ann dén hô mirô, a vévô dré-z-hô. Mé eo ann Aotrou.

6. Dén na dôstai oud ar vaouez a zô kar d’ézhan̄ dré ar goâd, évit dizôlei hé vézégez. Mé eo ann Aotrou.

7. Na zizôlôi két mézégez da dâd na da vamm : da vamm eo ; na zizôlôi két hé mézégez.

8. Na zizôlôi két mézégez grég da dâd ; râk mézégez da dâd eo.

9. Na zizôlôi két mézégez da c’hoar a dâd pé a vamm, a zô ganet enn tî, pé er-méaz eûz ann ti.

10. Na zizôlôi két mézégez merc’h da vâb, pé merc’h da verc’h ; râk da vézégez eo.

11. Na zizôlôi két mézégez merc’h grég da dâd, é deûz ganet d’az tâd, hag a zô c’hoar d’id.

12. Na zizôlôi két mézégez c’hoar da dâd ; râk kîk da dâd eo.

13. Na zizôlôi két mézégez c’hoar da vamm ; râk kîk da vamm eo.

14. Na zizôlôi két mézégez da éon̄tr gompez, ha na d-i két da gaout hé c’hrég ; râg gan̄t nésanded eo stâg ouz-id.

15. Na zizôlôi két mézégez da verc’h-kaer ; râg grég da vâb eo ; ha na zizôlôi kéd hé noazder.

16. Na zizôlôi két mézégez grég da vreûr ; râk mézégez da vreûr eo.

17. Na zizôlôi két mézégez da c’hrég hag hé merc’h. Na gémérit két merc’h hé mâb, na merc’h hé merc’h évid dizôlei hé mézégez, ô véza ma’z in̄t hé c’hîg-hî, ha ma’z eo ar gévrédigez-zé eunn in̄sest.

18. Na géméri két c’hoar da c’hrég évit béza kéférérez d’ézhi, ha na zizôlôi két hé mézégez é-pâd ma vézô béô da c’hrég.

19. Na dôstai két oud eur c’hrég péhini a vézô hé misiou gan̄t-hî, ha na zizôlôi két hé lousdôni.

20. N’az i két da gavout grég da nesa, ha n’en em zaotri két gan̄t kemmesk ann hâd.

21. Na rôi két eûz da wenn évit béza gwéstlet da idol Moloc’h, ha na zaotri két hanô da Zoué. Mé eo ann Aotrou.

22. N’az î két da gavout eur goâz é-c’hîz pa vé eur vaouez ; râg eunn dra argarzuz eo.

23. N’az i két da gavout loen é-béd, ha n’en em zaotri két gan̄t-han̄. Ar vaouez na c’hourvézô ket dindân eul loen, ha n’en em unanô két gan̄t-han̄, râg eunn torfed eo.

24. N’en em zaotrot két gan̄d ann holl draou-zé, gan̄t péré eo en em zaotret ann holl boblou a gasinn-kuît dira-z-hoc’h,

25. Ha gan̄t péré eo bét saotret ar vrô-zé ; ha mé a zeûi da gastiza hé fallagriézou, évit ma tistolô gan̄t heûz hé brôiz.

26. Mirit va lézennou ha va barnédigézou, ha na rit hini eûz ann traou argarzuz-zé, na c’houi tûd ar vrô, nag ann divrôidi a zô deûet da choum enn hô mesk.

27. Râg ar ré a zô bét ô choum er vrô-zé enn hô raok, hô deûz gréat ann holl draou argarzuz-zé, hag hô deûz saotret ar vro.

28. Diwallit éta, mar grit ann hévélep traou, na zeûi d’hô tisteûrel, ével ma é deûz distolet ar bobl a zô bet enn-hi enn hô raok.

29. Kémen̄d dén en dévézô gréat unan-bennâg eûz ann traou argarzuz-zé, a varvô eûz a greiz hé bobl.

30. Mirit va gourc’hémennou. Na rit két ar péz hô deûz gréat ar ré a oa enn hô raok, ha n’en em zaotrit két gan̄d ann traou-zé. Mé eo ann Aotrou hô Toué.


————


XIX. PENNAD.


Meûr a lézen.


1. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz out strollad holl vugalé lsrael, ha lavar d’ézhô : Bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t, mé ann Aotrou ho Toué.

3. Ra zoujô pép-hini hé dâd hag hé vamm. Mirit va deisiou sabbat. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

4. Na drôit két oud ann idolou, ha na rit két d’é-hoc’h douéed teûzet (T). Mé eo ann Aotrou hô Toué.

5. Ma lazit eunn hostiv a béoc’h d’ann Aotrou, évit tenna hé drugarez war-n-hoc’h,

6. É tebrot anézhi enn deiz ma vézô bét lazet, hag an̄trônôz ; hag é tevot gan̄d ann tân kémen̄d a vézô choumet a zilerc’h ann trédé deiz.

7. Mar tebr eur ré eûz anézhi goudé ann eil dervez, é vézô dizan̄tel ha fallagr ;

8. Hag é tougô hé fallagriez, ô véza ma en deûz saotret ar péz a oa gwéstlet d’ann Aotrou, hag é varvô eûz a greiz hé bobl.

9. Pa védot ann édou eûz hô touar, n’hô zouzot két bété koc’hen ann douar ; ha na zastumot két ann tamoézennou a vézô choumet.

10. Na zastumot két ken-nébeût enn hô kwinien ar bodou a vézô choumet, nag ar greûnennou a vézô kouézet ; hô lézel a réot évid ar béorien hag évid ann ergerzérien. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

11. Na laérot két. Na léverrot két a c’hevier ; ha dén na douellô hé nesa.

12. Na doui két é-gaou em hanô, ha na zaotri két hanô da Zoué. Mé eo ann Aotrou.

13. Na damalli két é-gaou da nesa, ha na waski két anézhan̄ dré nerz. Gôbr da zévézour na choumô két enn da dî bétég ar min̄tin.

14. Na liviri kéd a zroug eûz ann dén bouzar, ha na liki nétrâ dirâg ann dén dall a helfé hé lakaad da gouéza ; hôgen douja a rî ann Aotrou da Zoué, rak mé eo ann Aotrou.

15. Na ri nétrâ a-énep gwîr, ha na varni két é-gaou. Na zisprizi két ann dén paour, ha na énori két ann dén galloudek a-énep gwir. Barn da nesa gan̄t léalded.

16. Na vézi nag eunn drouk-prézéger, nag eul labenner-kûz é-touez da bobl. Na zavi két a-énep goâd da nesa. Mé eo ann Aotrou.

17. Na gasai két da vreûr enn da galoun, hôgen difazia a ri (M) anézhan̄ dirâg ann holl, gan̄d aoun n’az pé ar péc’hed enn abek d’ézhan̄.

18. Na glask két en em ven̄ji, hag an̄kounac’ha ar gaou a berz (T) da genvrôiz. Karoud a ri da viñoun ével-d-oud da-unan. Mé eo ann Aotrou.

19. Mirit va lézennou. Na laka két da loen d’en em bara gan̄t loéned eûz a eur wenn all. Na hadi két da bark gan̄d hadou dishén̄vel. Na zougi két a ziḻad gwéet gan̄d daou neûd dishén̄vel.

20. M’az â eur goâz da gousket gan̄d eur vaouez évid en em unani gan̄t-hi, ha mar d-eo hou-man̄ eur vatez hag enn oad da zimézi, hôgen ma n’eo két bét dasprénet gan̄d arc’han̄t, ha ma n’eo két bét rôet hé fran̄kiz d’ézhî, é vézin̄t kannet hô-daou, ha na varvin̄t két, ô véza na oa két fran̄k-hî.

21. Hôgen hén̄, évid hé béc’hed, a gennigô eunn tourz d’ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi ;

22. Ar béleg a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed dirâg ann Aotrou ; hag é kavô trugarez, hag hé béc’hed a vézô distolet d’ézhan̄.

23. Pa viot éat er vrô am eûz lavaret é vijé rôet d’é-hoc’h (T), ha pa hô pézô plan̄tet enn-han̄ gwéz frouéz, é enwadot anézhô ; ar frouez ken̄ta a zavô anézhô a vézô dic’hlan d’é-hoc’h, ha na zebrot két anézhô.

24. Hôgen ar pevaré bloaz hô holl frouez a vézô san̄télet ha gwéstlet d’ann Aotrou.

25. Hôgen er pempved bloaz é tebrot ar frouez, goudé béza dastumet kémen̄d hô dévezô douget ar gwéz. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

26. Na zebrot nétra gan̄d ar goâd. Na ziouganot két ; ha na arvestot két ann huvréou.

27. Na grennot két hô pléô ; na douzot két hô parô.

28. Na réot két a drouc’hou enn hô kîg, enn abek da eunn dén marô, ha na réot na skeûden nag arouéz war hô korf. Mé eo ann Aotrou.

29. Arabad eo d’id gwalla (T) da verc’h, gan̄d aoun na vé saotret ann douar, ha na vé leûn a zrouk.

30. Mirit ta deisiou sabbat, ha doujit va san̄tuar. Mé eo ano Aotrou.

31. Na zistrôit két évit mon̄d da heûl ar strôbinellérien, ha na c’houlennit két a guzul digan̄d ann diouganérien, gan̄d aoun na vec’h saotret gan̄t-hô. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

32. Saô dirâg eur penn gwenn, hag énor ann dén kôz ; ha douj ann Aotrou da Zoué. Mé eo ann Aotrou.

33. Mar choum eunn diavésiad enn hô prô, ha mar d-éma enn hô touez, na damallit két anézhan̄ ;

34. Hôgen bézet enn hô touez ével pa vé eûz ar vrô, ha karit anézhan̄ ével-d-hoc’h hoc’h-unan ; râk c’houi a zô bét diavésidi hoc’h-unan é douar ann Éjipt. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

35. Na rit nétrâ né vé léal, nag er varn, nag er réolen, nag er poéz, nag er gon̄vor.

36. Bézet reiz ar valan̄s, ha reiz ar poésiou, reiz ar boézel, ha reiz ar sestier. Mé eo ann Aotrou hô Toué, en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt.

37. Mirit va holl gélennou ha va holl varnédigézou, ha sévénit-hô. Mé eo ann Aotrou.


————


XX. PENNAD.


Lézennou diwar-benn ann idolatri hag ar strôbinellou, ha diwar-benn ar glanded.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Ann dra-man̄ a liviri da vugalé Israel : Kémen̄d hini eûz a vugalé Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn Israel, en dévézô rôet eûz hé wenn da idol Moloc’h, a vézô lékéat d’ar marô ; pobl ar vrô a labézô anézhan̄ gan̄t mein.

3. Ha mé a lakai va dremm a-éneb ann dén-zé, hag é laminn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl, ô véza ma en deûz rôet eûz hé wenn da Voloc’h, ma en deûz mastaret va san̄tuar, ha ma en deûz saotret va hanô san̄tel.

4. Mar teû pobl ar vrô dré lézirégez, hag ével dré faé évit va gourc’hémenn, da leûzkel da von̄t ann dén en dévézô rôet eûz hé wenn da Voloc’h, ha ma na fell két d’ézhan̄ hé laza ;

5. Mé a zavô drouk enn-oun (T) a-éneb ann dén-zé, hag a-éneb hé dûd, hag é laminn anézhan̄ eûz greiz hé bobl, hén̄ hag ar ré holl hô devézô aotréet ec’h en em c’hastaoufé gan̄t Moloc’h.

6. Mar tistrô eunn dén diouz-in évit mon̄d da heûl ar strôbinellérien hag ann diouganérien, ha mar teû d’en em c’hastaoui gan̄t-hô, é savô drouk enn-oun a-énep dézhan̄, hag é lazinn anéz-han̄̄ eûz a greiz hé bobl.

7. En em zan̄télit ha bézit sen̄t, rak mé eo ann Aotrou hô Toué.

8. Mirit va c’hélennou, ha sévénit-hô. Mé eo ann Aotrou a zô ô san̄télaat ac’hanoc’h.

9. Néb en dévézô drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm, a vézo lékéat d’ar marô ; ra gouézô hé c’hoad war-n-ézhan̄, ô véza ma en deûz drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm.

10. Mar teû eur ré da walla grég eunn all, ha mar kouéz enn avoultriez gan̄t grég hé nesa, ra vézô lékéat d’ar marô hag ar goâz hag ar vaouez avoultr.

11. Mar teû eur ré da gousket gan̄d hé les-vamm, ha mar tizôlô mézégez hé dâd, é vézin̄t lékéat d’ar marô hô daou ; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.

12. Mar kousk eur ré gan̄d hé verc’h-kaer, ra vézin̄t lékéat d’ar marô hô-daou, râg eunn torfed brâz hô deûz gréat ; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.

13. Mar kousk eur ré gan̄d eur goâz é c’hîz pa vé eur vaouez, hô deûz gréat hô-daou eunn torfed brâz, hag e vézin̄t lékéat d’ar marô ; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.

14. Néb a zimézô gan̄d ar vamm, goudé béza bét dimézet gan̄d ar verc’h, hen-nez en dévézô gréat eunn torfed brâz ; ez béô é vézô devet gan̄t-hô, ha na choumô két eunn drouk ker brâz enn hô touez.

15. Néb a iélô da gavout eul loén-bennâg, a vézô lékéat d’ar marô : lazet é vézô ivé al loen.

16. Ar vaouez é dévézô kousket dindân eul loen-bennâg, a vézô lazet gan̄t-han̄ ; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.

17. Mar d-a eur ré da gavout hé c’hoar, merc’h hé dâd, pé merc’h hé vamm, ha mar gwél hé mézégez, pé mar gwel-hî hé vézégez-hén̄ ; eunn torfed brâz hô deûz gréat, hag é vézin̄t lazet dirâg ar bobl, ô véza ma hô deûz diskouézet hô mézégez ann eil d’égilé ; hag hî a zougô hô fallagriez.

18. Mar d-a eur ré da gavout eur vaouez enn amzer ma éma misiou gan̄t-hî, ha mar tizôlô hé mézégez, a mar tiskouéz-hî mammen hé goâd, é vézin̄t lazet hô-daou eûz a greiz hô fobl.

19. Na zizôlôi két mézégez c’hoar da vamm, na mézégez c’hoar da dâd. Néb a rai kémen̄t-sé, a lakai enn noaz mézégez hé gîg hé-unan ; hî hô-daou a zougô hô fallagriez.

20. Mar d-a eur ré da gavout grég hé éon̄tr, breûr hé dâd, pé grég hé éon̄tr, breûr hé vamm, ha mar tizôlô mézégez hé c’héren̄t-tôst, é tougin̄t hô-daou hô féc’hed ; hag é varvin̄t hép bugalé.

21. Mar timez eur ré da c’hreg hé vreûr, é ra eunn dra direiz : enn noaz é laka mézégez hé vreûr ; hag é vézint hép bugalé. (M).

22. Mirit va lézennou ha va barnédigézou, ha sévénit-hô, gan̄d aoun n’hô tistolfé ivé ann douar é péhini é tléit mon̄d ha chomm.

23. Na heûlit két lézennou ar brôadou a dléann da gas-kuît enn hô raok. Râg ann holl draou-zé hô deûz gréat, hag heûzuz in̄t bét dira-z-oun. (T).

24. Hôgen chétu pétrâ a lavarann d’é-hoc’h : Dalc’hit hô douar-hî, a rôinn d’é-hoc’h é digwéz, douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél. Mé eo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a-zouez ann holl boblou all.

25. Rannit éta ivé c’houi al loen glân diouc’h al loen dic’hlan, hag ann evn glân diouc’h ann evn dic’hlan ; ha na zaotrit két hoc’h énéou gan̄d al loéned, hag ann evned, ha kémen̄d a fin̄v war ann douar, hag em eûz diskouézet d’é-hoc’h ével traou dic’hlan.

26. Sen̄t é viot d’in, ô véza ma ounn san̄t, mé ann Aotrou, ha ma em eûz hô tennet eûz a-douez ann holl boblou all, évit ma viot d’in.

27. Ar goâz pé ar vaouez é péré é vézô eur spéred Piton, pé eur spéred a ziougan, a vézô lékéat d’ar marô : labézet é vézin̄t, hag hô goâd a gouézô war-n-ézhô.


————


XXI. PENNAD.


Dléadou ar véleien.


1. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez : Komz out béléien mipien Aaron, ha lavar d’ézhô : N’en em zaotret két ar bélek pa varv hé gen-vrôiz ;

2. Német ma vé he géren̄t a wenn, hag hé géren̄t tôsta ; da lavaroud eo, hé dâd hag hé vamm, hé vâb hag hé verc’h, hé vreûr ivé,

3. Hag hé c’hoar gwerc’h, péhini né oa két bét dimézet :

4. Hôgen n’en em zaotrô két, pa varvô zo-ken eur prin̄s eûz hé bobl.

5. Na douzin̄t két hô fenn, nag hô barv, ha na rain̄t két a drouc’hou enn hô c’hîk.

6. Sen̄t é vézin̄t évid hô Doué, ha na zaotrin̄t két hé hanô : rag hî a gennig ézan̄s ann Aotrou, ha baraou hô Doué ; ha rak-sé é vézin̄t sen̄t.

7. Na gémérin̄t két da c’hrég eur vaouez gwallet, nag eur c’hast, nag ann hini a vézô bet kaset-kuît gan̄d hé ozac’h ; ô véza ma in̄t sakret d’hô Doué,

8. Ha ma kennigon̄t ar baraou a gennig. Ra vézin̄t éta sen̄t, râk mé a zô san̄t va-unan, mé ann Aotrou péhini hô laka da véza sen̄t.

9. Mar béz kavet merc’h eur bélek oc’h ôber lousdoni, ha ma ra dismégan̄s da hanô hé zâd, é vézô devet enn tân.

10. Ar Pon̄tif, da lavaroud eo, ar bélek brasa é-touez hé vreûdeûr, war benn péhini é vézô bét skuḻet éôl ar sakradur, ha daouarn péhini a vézô bét sakret évid ar vélégiez, hag a zô gwisket gan̄t gwiskaman̄chou san̄tel, na zizôlôi két hé benn, ha na rogô két hé ziḻad ;

11. Ha na d-ai két bikenn étrézég eur c’horf marô ; ha n’en em zic’hlanô két zô-kén enn abek d’hé dâd na d’hé vamm.

12. Ha na d-ai két er-méaz eûz al lec’hiou san̄tel, gan̄d aoun na zaotrfé san̄tuar ann Aotrou, ô véza ma eo bét skuḻet war-n-ézhan̄ éôl sakradur san̄tel hé Zoué. Mé eo ann Aotrou.

13. Kéméroud a rai da c’hrég eur werc’hez ;

14. Na gémérô két eunn in̄tan̄vez, nag eur c’hrég kaset-kuît gan̄d hé ozac’h, nag eur vaouez gwallet, nag eur c’hast ; hôgen kéméroud a rai eur plac’h-iaouan̄k eûz hé bobl hé-unan.

15. Na veskô két ar c’héf eûz hé wenn gan̄d ar ré zister eûz hé bobl ; râk me eo ann Aotrou péhini hé laka da véza san̄t.

16. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

17. Lavar da Aaron : É-touez da dûd mar d-eûz eur ré eûz da wenn hag en dévezô eur merk-bennâg war hé gorf, na gennigô két ar baraou d’hé Zoué,

18. Ha na dôstai két évid ôber hé garg ; mar d-eo dall, pé gamm ; mar d-eo hé frî pé ré vihan, pé ré vraz, pé dort ;

19. Mar d-eo torret hé droad, pé hé zourn ;

20. Mar d-eo tort, pé bikouz ; ma en deûz ar banné war hé lagad ; ma en deûz eur c’hal a-vépréd, pé ann diskrab war hé groc’hen, ma en deûz eunn avélen.

21. Kémen̄d hini eûz a wenn Aaron, ar bélek, en dévézô eur merk-bennâg, na dôstai két évit kenniga hostivou d’ann Aotrou, pé baraou d’hé Zoué.

22. Dibri a rai koulskoudé eûz ar varaou a zô kenniget er san̄tuar ;

23. Hôgen enn hévélep doaré n’az ai két enn diabarz eûz ar wél, ha na dôstai két oud ann aoter, ô véza ma en deûz eunn nam, ha na dlé két saotra va zan̄tuar. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.

24. Moizez a lavaraz éta da Aaron, ha d’hé vipien, ha da Israel holl, kémen̄t a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄.


————


XXII. PENNAD.


Ar ré a dlé dibri eûz ann traou san̄tel.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz oud Aaron hag oud hé vipien, évit ma pellain̄t diouc’h kennigou sakr bugalé Israel, ha na zaotrin̄t két va hanô san̄tel er péz a zô kenniget d’in. Mé eo ann Aotrou.

3. Lavar d’ézhô ha d’hô nésted : Piou-bennâg eûz hô kwenn, ô véza eur saotr enn-han̄, a dôstai oud ann traou sakr hag a zô bét kenniget d’ann Aotrou gan̄d bugalé Israel, a varvô dirâg ann Aotrou. Mé eo ann Aotrou.

4. Kémen̄d hini eûz a wenn Aaron a vézô lovr, pé en dévézô eur réd sper, na zebrô két ar péz a zô bét gwéstlet d’in, bété ma vezô paréet. Néb a lakai hé zourn war eunn dén dic’hlanet gan̄d eur c’horf marô, pé war eur ré en dévézô losket da rédek hé sper,

5. Pé war eul loen stlej, pé war eunn dra-bennâg all dic’hlan, ha na helleur két steki out-han̄ héb béza saotret,

6. A vézô dic’hlan bétég ar pardaez, ha na zebrô két eûz ar péz a zô bét san̄télet ; hôgen goudé ma en dévézô gwalc’het hé gorf enn dour,

7. Ha ma vézô kuzet ann héol, neûzé ô véza glanet, é tebrô eûz ann traou san̄télet, ô véza ma eo hé voéd.

8. Na zebrin̄t két eûz a eul loen marô anézhan̄ hé-unan, nag eûz ann hini a vézô bét paket gan̄d eul loen all ; ha n’en em zaotrin̄t két enn-hô. Mé eo ann Aotrou.

9. Ra virin̄t va c’hélennou, évit na gouézin̄t két er péc’hed ha na varvin̄t két er san̄tuar, goudé ma hô dévézô hé zaotret. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.

10. Kémen̄d dén a-ziavéaz na zebrô két eûz ann traou san̄télet ; ann diavésiad a choum gan̄d ar bélek nag hé c’hôpraer na zebrin̄t két eûz anézhô.

11. Hôgen ann hini a vézô bét prénet gan̄d ar bélek, hag ann hini a vézô ganet enn hé dî, ar ré-zé a zebrô eûz anézhô.

12. Mar timéz merc’h eur bélek gan̄d eur ré eûz ar bobl, na zebrô két eûz ann traou a zô bét san̄télet, nag eûz ar préveûdi.

13. Hôgeo mar d-eo in̄tan̄vez, pé kaset-kuît gan̄d hé ozac’h, hag héb bugalé, ha mar tistrô da dî hé zâd, é tebrô-hi eûz a voéd hé zâd, ével ma oa boazet pa oa plac’h-iaouan̄k. Diavésiad é-béd na hell dibri eûz ann traou-zé.

14. Néb en dévézô debret hép gouzout eûz ann traou san̄télet, a lakai eur bempved lôden ouc’h-penn ar péz en deûz debret, hag é rôiô anézhan̄ d’ar bélek évid ar san̄tuar.

15. Na zaotrô dén (T) ar péz a zô bét san̄télet ha kenniget d’ann Aotrou gan̄t bugalé Israel ;

16. Gan̄d aoun na zougfen̄t fallagriez hô féc’hed, ô tibri eûz ann traou san̄télet. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.

17. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

18. Komz oud Aaron, oud hé vipien, hag oud holl vugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn hô touez, en dévézô kenniget hé rô, pé ô sévéni hé westl, pé ô kenniga eûz hé ioul-vâd kémen̄d a gennig d’ann Aotrou é sakrifiz-losk,

19. Evit béza kenniget gan-é-hoc’h, é vézô réd é vé eur par (T) dinam eûz a éjenned, eûz a zén̄ved, hag eûz a c’hevr.

20. Ma en deûz eunn nam, na gennigot két anézhan̄, ha na hellô két béza kavet mâd d’ann Aotrou. (T).

21. Piou-bennâg a gennigô d’ann Aotrou eur viktim a beoc’h pé ô sévéni hé wéstl, pé ô kenniga eûz hé ioul, pé eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, é kennigô anézhan̄ dinam, évit ma vézô kavet mâd ; na vézô nam é-béd enn-han̄.

22. Mar d-eo dall, pé mac’hañ, pé kleizennet, pé klôgôrennet, pé galuzet, pé farsiḻet, na gennigot két anezhan̄ d’ann Aotrou, ha na zevot két anézhan̄ war ann aoter.

23. Béz’ é hellit kenniga a-ioul eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, goudé béza trouc’het hé skouarn hag hé lôst ; hôgen na helleur két sévéni eur gwéstl gan̄t-hô.

24. Na gennigot két d’ann Aotrou loen é-béd friket, pé brévet, pé trouc’het, pé diframmet hé gellou d’ézhan̄ ; bikenn na réot kémen̄t-sé enn hô prô.

25. Na gennigot két d’hô Toué baraou eûz a zourn eunn diavésiad, na nétrâ all eûz a gémen̄t a felfé d’ézhan̄ da rei ; râk dic’hlan ha saotret in̄d holl ; n’hô digémérot két.

26. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

27. Pa vézô ganet eur c’hojenn, pé eunn oan, pé eur c’havr, é choumô seiz dervez da zéna hé vamm ; hôgen d’ann eizved deiz ha d’ann deisiou goudé, é hellin̄t béza kenniget d’ann Aotrou.

28. Mar d-eo eur vioc’h, pé eunn dan̄vadez, na vézin̄t két lazet enn eunn deiz gan̄d hô ré vihan.

29. Ma lazit eunn hostiv évit trugarékaat ann Aotrou, évit ma vézô trugarézuz enn hô kén̄ver,

30. É tebrot anézhi enn hévélep deiz, ha na choumô nétrâ anézhi bétég ar min̄tin eûz ann deiz all. Mé eo ann Aotrou.

31. Mirit va gourc’hémennou, ha sévénit-hô. Mé eo ann Aotrou.

32. Na zaotrit két va hanô san̄tel, évit ma vézinn san̄télet é-touez bugalé Israel. Mé eo ann Aotrou hô laka da véza sen̄t,

33. Hag en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, évit ma vijenn da Zoué d’é-hoc’h. Mé eo ann Aotrou.


————


XXIII. PENNAD.


Goéliou ann Aotrou.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar dézhô : Ar ré-man̄ eo goéliou ann Aotrou, a c’halvot san̄tel.

3. É-pâd c’houeac’h dervez é labourot ; ar seizved deiz, ô véza ma eo éhan ar sabbat, a vézô hanvet san̄tel ; na réot labour é-béd épad ann deiz-zé. Sabbat ann Aotrou eo enn hoc’h holl diégézou.

4. Ar ré-man̄ eo éta goéliou san̄tel ann Aotrou, a dléit da lida enn hô amzer.

5. Er miz ken̄ta, d’ar pévarzékved deiz eûz ar mîz dioc’h ar pardaez, eo Pask ann Aotrou.

6. Ha d’ar pemzékved deiz eûz ar mîz-zé, eo lid bara-dic’hoell ann Aotrou. É-pâd seiz dervez é tebrot bara dic’hoell.

7. Ann deiz ken̄ta a vézô liduz-brâz ha san̄tel d’é-hoc’h ; na réot labour a gorf é-béd épad ann deiz-zé.

8. Hôgen kenniga a réot d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk é-pâd seiz dervez ; hag ar seizved dervez a vézô lidusoc’h ha san̄teloc’h : ha na réot labour a gorf é-béd enn deiz-zé.

9. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout.

10. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Pa viot éat enn douar a rôinn d’é-hoc’h, ha pa hô pézô médet hoc’h édou, é tougot eur malan tamoézennou d’ar bélek, ével ar c’hen̄ta-frouez eûz hô médérez :

11. Hag hé-man̄, an̄trônôz ar sabbat, a zavô ar malan dirâg ann Aotrou, évit ma vézô trugarézuz enn hô ken̄ver, hag é san̄télô anézhi.

12. Ha d’ann hévélep deiz ma vézô gwéstlet ar valan, é vezô lazet é sakrifiz-losk d’ann Aotrou eunn oan bloaz hag hén̄ dinam.

13. Évit braoued-kennig é vézô rôet gan̄d ann oan daou zékved bleûd glébiet gan̄d éôl, ével eunn ézan̄s a c’houés-vâd d’ann Aotrou ; hag évid gwin-kennig, ar bévaré lôden eûz a eunn hin.

14. Na zebrot na bara, na bleûd krazet, na iôd gréat gan̄d ann éd névez, kén na vézô deûet ann deiz é péhini hô pézô kenniget eûz anézhan̄ d’hô Toué. Al lézen-zé a vézô miret da vikenn a rumm da rumm hag enn hoc’h holl vrôiou.

15. Nivéri a réod éta adaleg ann eil dervez eûz ar sabbat, é péhini hoc’h eûz kenniget malan ar c’hen̄ta frouez, seiz sizun héd-da-héd,

16. Bétég an̄trônôz ar seizved sizun, da lavaroud eo, han̄ter-kan̄t dervez ; hag ével-sé é kennigot d’ann Aotrou, ével eur sakrifiz névez,

17. Eûz ann holl lec’hiou é péré é choumot, daou vara a bréveûdi, eûz a zaou zékved bleûd goell, a lékéot da boaza évit préveudiou d’ann Aotrou ;

18. Hag e kennigot gan̄d ar baraou seiz oan bloaz hag hî dinam, hag eul leûé eûz ann dropel, ha daou dourz ; hag hî a vézô kenniget é sakrifiz-losk, gan̄d hô braoued-kennig, ével eunn dra a c’houés-vâd d’ann Aotrou.

19. Kenniga a réot ivé eur bouc’h évid ar péc’hed, ha daou oan bloaz ével hostivou a béoc’h.

20. Ha pa en dévézô ar bélek hô savet dirâg ann Aotrou gan̄t baraou ar préveûdi, é kouézin̄t enn hé gers.

21. Ann deiz-zé a c’halvot liduz-brâz ha san̄tel-brâz ; na réot labour a gorf é-béd enn-han̄. Al lézen-man̄ a vézô miret da vikenn enn hoc’h holl vrôiou hag enn hô kwenn hô-koudé.

22. Hôgen pa védot édou hô touar, na drouc’hot két anézhô bétég ar zôl ; ha na zastumot két ann tamoézennou a vézo choumet a-zilerc’h ; hôgen hô lézel a réot évid ar béorien hag évid ann diavésidi. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

23. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

24. Lavar da vugalé Israel : Er seizved mîz, d’ar c’hen̄ta deiz eûz ar mîz, é lidot ar sabbat gan̄t ann drompiḻou, é koun eûz ar zoun anézhô ; hag ann deiz-sé a vézô galvet san̄tel. (M).

25. Na réot labour a gorf é-béd enn deiz-zé, hag é kennigot eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou.

26. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

27. Ann dékved deiz eûz ar seizved mîz-zé, a vézô ann deiz a zic’haouidigez brudet-brâz, hag é vézô galvet san̄tel : enn deiz-zé é c’hlac’harot hoc’h énéou, hag é kennigot eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou.

28. Na réot labour é-béd a gorf a-héd ann holl zeiz-zé ; ô véza ma eo eunn deiz a zic’haouidigez, ha m’hô tic’haouô ann Aotrou hô Toué.

29. Kémen̄d dén ha n’en em c’hlac’harô két enn deiz zé, a varvô eûz a greiz hé bobl ;

30. Ha kémen̄d hini a rai eul labour-bennâg a gorf, é lazinn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl.

31. Na réot éta labour é-béd enn deiz-zé ; al lézen-zé a vézô miret da vikenn enn hô kwenn, hag enn hoc’h holl vrôiou.

32. Sabbat ann éhan eo ; hag é vézô glac’haret hoc’h énéou enn naved deiz eûz ar mîz. Hô sabbatou a lidot eûz a eur pardaez da eur pardaez all.

33. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz ôut Moizez, ô lavarout :

34. Lavar da vugalé Israel : Adaleg ar pemzékved deiz eûz ar seizved mîz-zé, é vézô goél ann tabernaklou d’ann Aotrou é-pâd seiz dervez.

35. Ann deiz ken̄ta a vézô brudet-brâz ha san̄tel-brâz ; na réot labour a gorf é-béd a-héd ann deiz-zé. (T).

36. É-pâd seiz dervez é kennigot sakrifisou-losk d’ann Aotrou : ann eizved deiz a vézô ivé brudet-brâz ha san̄tel-brâz, hag é kennigot eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou ; râk deiz ar stroll eo ; na réot labour a gorf é-béd enn deiz-zé.

37. Ar ré-zé eo goéliou ann Aotrou, a c’halvot brudet-brâz ha san̄tel-brâz ; hag é kennigot enn-hô d’ann Aotrou gwéstlou, sakrifisou-losk, ha braoued-kennigou, hervez lid pép deiz,

38. Ouc’h-penn sabbatou all ann Aotrou, hô rôou, hag ar péz a gennigot a wéstl pé a ioul d’ann Aotrou.

39. Adaleg éta ar pemzékved deiz eûz ar seizved mîz, pa hô pézô dastumet holl frouez hô touar, é lidot goél ann Aotrou é-pâd seiz dervez ; ann deiz ken̄ta hag ann eizved deiz a vézô deisiou sabbat, da lavaroud eo, deisiou éhan.

40. D’ann deiz ken̄ta é kémérot évid-hoc’h frouez eûz ar wézen ar gaéra ha skourrou palmez, ha barrouigou ar wézen a zô stan̄k hé deliou, hag haleg ar froud, hag en em laouénéot dirâg ann Aotrou hô Toué.

41. Ha lida a réot bép ploaz ar goél-zé é-pâd seiz dervez. Al lézen-zé a vézô miret da vikenn enn hô kwenn. Er seizved mîz é lidot ar goél-zé,

42. Hag é choumot é dishéol ar skourrou é-pâd seiz dervez ; kémen̄d hini a zô eûz a wenn Israel a choumô dindân ann teltou,

43. Évit ma teskô hô tûd hô-koudé pénaoz em eûz lékéat bugalé Israel da choum dindân ann teltou, pa em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

44. Ha Moizez a gomzaz ével-sé out bugalé Israel diwar-benn goéliou ann Aotrou.


————


XXIV. PENNAD.


Lézennou diwar-benn ar c’hleûzeûriou, ann touérien-Doué, etc.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Gourc’hémenn da vugalé Israel ma tigasin̄t d’id éôl olivez ar glana, hag ar skédusa, évit lakaad da zevi er c’hleûzeûriou é péb amzer,

3. Er-méaz eûz a wél ann desténi, é tabernakl ar gévrédigez. Aaron hô lakai adaleg ar pardaez bétég ar min̄tin dirâg ann Aotrou, diouc’h eul lid a-vépréd enn hô kwenn.

4. Lékéat é vézin̄t bépréd war eur c’han̄tôler glân-brâz dirâg ann Aotrou.

5. Kéméroud a rî ivé bleûd glân, hag é poazi anézhan̄ daouzék bara, péré a vézô pép-hini eûz a zaou zékved bleûd.

6. Hag é likii anézhô c’houéac’h a bép tû war ann daol glân-brâz dirâg ann Aotrou.

7. Hag é likii war-n-ézhô ézan̄s luc’huz-brâz, évit ma vézô ar bara ével eur c’houn eûz ar c’hennig gréat d’ann Aotrou.

8. Da bép deiz sabbat é vézô névézet ar baraou-zé dirâg ann Aotrou, goudé ma vézin̄t bét rôet gan̄t bugalé Israel ével eur gévrédigez peûr-baduz.

9. Hag hî a vézô da Aaron ha d’hé vipien, évid hô dibri el léac’h san̄tel ; ô véza ma in̄t san̄tel-brâz, ha gwéstlet d’ann Aotrou dré eur gwîr peûr-baduz.

10. É-keit-sé mâb eur c’hrég eûz a Israel, péhini é dôa bét eûz a eunn dén eûz ann Éjipt é-touez bugalé Israel, en em ren̄daélaz er c’hamp gan̄d eunn dén eûz a Israel.

11. Ha pa en dôé drouk-komzet oud hanô ann Aotrou, ha ma en dôé hé villiget, é oé digaset da Voizez (hôgen hé vamm a oa hanvet Salumit, hag a oa merc’h da Zabri eûz a vreûriez Dan.)

12. Hag é oé kaset er vâc’h, bété ma vijé gwézet pétrâ a c’hourc’hémenné ann Aotrou.

13. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

14. Kâs ann drouk-komzer-zé er-méaz eûz ar c’hamp ; ha ra lakai kémen̄d hini en deûz hé glevet, hé zaouarn war hé benn, ha ra vézô labézet gan̄d ar bobl holl.

15. Hag é liviri da vugalé Israel : Piou-bennâg a zrouk-pédô gan̄d hé Zoué a zougô hé béc’hed.

16. Ha néb a zrouk-komzô eûz a hanô ann Aotrou, ra vézô lékéat d’ar marô ; ar bobl holl a labézô anézhan̄, daoust mar d-eo eûz ar vrô, pé mar d-eo a-ziavéaz brô. Néb a zrouk-komzô eûz a hanô ann Aotrou, ra vézô lékéat d’ar marô.

17. Néb en dévézô skôet gan̄d eunn dén, hag en dévézô hé lazet, ra vézô lékéat d’ar marô.

18. Néb en dévézô skôet gan̄d eul loen, hag hé lazet, a rôi eunn all évit-han̄, da lavaroud eo, loen évit loen.

19. Néb en dévézô gloazet unan-bennâg eûz hé genvrôiz ; ével ma en deûz gréat, ra vézô gréat d’ézhan̄ :

20. Torr évit torr, lagad évit lagad, dan̄t évit dan̄t a rôi. Ann hévelep gloaz en dévézô gréat, a vézô réd d’ézhan̄ da c’houzan̄vi.

21. Néb en dévézô lazet eul loen-samm, a rôi eunn all. Néb en dévézô lazet eunn dén, a vézô lazet.

22. Ra vézô unvan ar varn étré-z-hoc’h, daoust pé eunn dén eûz ar vrô, pé eunn diavésiad eo en dévézô péc’het ; râk mé eo ann Aotrou hô Toué.

23. Moizez a gomzaz ével-sé out bugalé Israel ; hag hî a gasaz ann hini en dôa drouk-komzet er-méaz eûz ar c’hamp, hag hel labézchon̄t. Ha bugalé Israel a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.


————


XXV. PENNAD.


Éhan er seizved bloaz. Ar Jubilé. Diwar-benn ann usurérien̄ hag ar sklaved.


1. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez war vénez Sinai, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Pa viot éat enn douar a rôinn d’é-hoc’h, é mirot sabbat ann Aotrou.

3. E-pâd c’houec’h bloaz éc’h hadi da bark, hag é-pâd c’houec’h bloaz é trouc’hi da winien, hag é tastumi hé frouez.

4. Hôgen er seizved bloaz é vézô sabbat ann douar, éhan ann Aotrou : na hadi két da bark, ha na drouc’hi két da winien.

5. Na védi két ar péz a rôi ann douar anézhan̄ hé-unan : ha na zastumi két bôdou-rézin da bréveûdi, ével pa vé ann éost rézin ; râk bloaz éhan ann douar eo ;

6. Hôgen da voéd é vézin̄t d’é-hoc’h, d’id, ha d’as mével, ha d’as plac’h, ha d’as gôpr-dévézour, ha d’ann diavésiad a choum gan-éz.

7. Kémen̄d a ziwanô anézhan̄ hé-unan a vézô ivé da voéd d’as loéned-samm ha d’as loéned all.

8. Nivéri a ri ivé seiz sizun a bloasiou, da lavaroud eo, seiz gwéach seiz, péré a ra enn-holl naô bloaz ha daou-ugen̄t ;

9. Hag enn dékved deiz eûz ar seizved mîz, a zô ann amzer eûz ann dic’haouidigez, é lékéot da zeni ann drompiḻ enn hoc’h holl zouar.

10. San̄téla a rî ann han̄ter-kan̄tved bloaz, nag è c’halvi ann diskarg war ar ré holl a choumô enn da zouar ; râk bloaz ar Jubilé eo. Pép dén a zistrôi d’hé vadou ken̄t, ha pép-hini a zistrôi d’hé gen̄ta tûd :

11. Rag ar Jubilé eo hag ann han̄ter-kan̄tved bloaz. Na hadot két, ha na védot két ar péz en dévézô rôet ann douar anézhan̄ hé-unan, ha na zastumot két préveûdi ann éost rézin,

12. Évit san̄téla ar Jubilé ; hôgen dibri a réot râk-tâl ar péz a géfot er parkou.

13. É bloaz ar Jubilé ann holl a zistrôi d’hé vadou ken̄t.

14. Pa werzi eunn dra d’as brôad, pé pa bréni eunn dra digan̄t-han̄, na c’hlac’har két da vreûr ; hôgen prén digan̄t-han̄ hervez ann niver eûz a vloavésiou ar Jubilé.

15. Hag hén̄ a werzô d’id hervez ar préd da zastumi ar frouez :

16. Seûl vui é choumô a vloavésiou goudé ar Jubilé, seûl vrasoc’h é vézô ar priz ; ha seûl nébeûtoc’h é choumô a amzer, seûl nébeûtoc’h é koustô ar péz a bréneur ; rag gwerza a rai d’id hervez ar préd da zastumi ar frouez.

17. Na c’hlac’harit két hô kenvreûdeûr ; hôgen doujet pép-hini hé Zoué ; rak mé eo ann Aotrou hô Toué.

18. Grit va c’hélennou, ha mirit va barnédigézou, ha sévénit-hô, évit ma hellot choum war ann douar hép spoun̄t,

19. Ha ma rôi ann douar d’é-hoc’h hé frouez, gan̄t péré é hellot en em vaga ha kaout hô kwalc’h anézhô, hép kaout aoun rak diboell é-béd.

20. Ma livirit : Pétrâ a zebrimp ni er seizved bloaz, ma n’hon eûz két hadet, ha ma n’hon eûz két dastumet hor frouez ?

21. Mé a rôi va bennoz d’é-hoc’h er c’houec’hved bloaz, hag hî a zougô d’é-hoc’h frouez tri bloaz.

22. Enn eizved bloaz éc’h hadot, hag é tebrot ar frouez kôz bétég ann naved bloaz ; kén na zavô ar frouez névez, é tebrot ar frouez kôz.

23. Na vézô két gwerzet ann douar da-vikenn ; rak d’in eo ; ha c’houi, diavésidi, n’oc’h német va mésérien.

24. Dré-zé ar madou douarek a vézô d’é-hoc’h a vézô gwerzet dindân diviz a zaspren.

25. Mar d-eo deûet da vreûr da véza paour (T), ha mar gwerz lod eûz hé drâ ; mar fell d’hé gar nesa, é hellô daspréna ar péz en dévézô gwerzet.

26. Ma n’en deûz két a gar nés, hôgen mar gell hé-unan kavout péadrâ da zaspréna hé drâ,

27. É vézô nivéret bloavésiou ar frouez abaoé ma en deûz gwerzet ; hag ô tisteûrel ann dilerc’h d’ar préner, é tistrôi ével-sé enn hé drâ.

28. Ma na hell két kavout péadrâ évid disteûrel ar prîz eûz hé drâ, ar préner a virô ar péz en deûz prénet, bété bloaz ar Jubilé. Rag er bloaz-zé, kémen̄t madou gwerzet a zistrôi d’hé aotrou ha d’hé berc’hen ken̄t.

29. Néb en dévézô gwerzet eunn tî enn diabarz eûz a vuriou eur géar, a hellô hé zaspréna é-pâd eur bloaz héd-da-héd.

30. Ma n’hen dasprén két, ha mar d-eo tréménet eur bloaz héd-da-héd, ar préner a vézô hé berc’hen, hag hé dûd hé-c’houdé da-vikenn ; ha na vézô két gellet hé zaspréna, er Jubilé zôkén.

31. Ma éma ann tî enn eur géarik divur, é vézô gwerzet diouc’h gwîr ar parkéier : ma n’éo két bét dasprénet ken̄toc’h, é tistrôi d’hé aotrou e bloaz ar Jubilé.

32. Tiez al Lévited a zô er c’heriou, a hell béza dasprénet é péb amzer.

33. Ma n’in̄t két bét dasprénet, é tistrôin̄t d’hô ferc’hen é bloaz ar Jubilé, rak tiez al Lévited er c’heriou a zô hô zrâ é-touez bugalé Israel.

34. Hôgen ann tiez hô dévézô war harzou kear (M) na vézin̄t két gwerzet, rag eur gers peûr-baduz eo d’ézhô.

35. Mar d-eo deûet paour da vreûr, ha mar d-eo mac’hañ a zourn, ha ma éc’h eûz hé zigéméret ével eunn diavésiad hag eunn ergerzer, ha ma en deûz bévet gan-éz,

36. Na gémer két a gampi diout-han̄, nag ouc’h-penn égét n’éc’h eûz rôet. Douj da Zoué, évit ma hellô da vreûr béva enn da dî.

37. Na rôi két da arc’han̄t d’ézhan̄ war gampi, ha na c’houlenni két digan̄t-han̄ muioc’h a voéd égét n’as pézô rôet d’ézhan̄.

38. Mé eo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûs hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, évit rei d’é-hoc’h douar Kanaan, hag évit béza hô Toué.

39. Mar d-eo kouézet da vreûr er baouren̄tez, ha mar d-eo en em werzet d’id, na waski két anézhan̄ gan̄t gwazoniez ar sklaved ;

40. Hôgen ével eur gôpr-dévézour hag eur mérer é vézô ; beté bloaz ar Jubilé é labourô enn da dî ;

41. Goudé-zé éz ai kuît gan̄d hé vugalé, hag é tistrôio étrézég hé dûd, hag é madou hé dadou :

42. Rak va sklaved in̄t, ha mé eo em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt. Dré-zé na werzot két anézhô ével ar sklaved all.

43. Na wask két da vreûr gan̄d da c’halloud ; hôgen douj da Zoué.

44. Hô pézet sklaved ha sklavézed eûz a douez ar brôadou a zô war hô trô.

45. Béz’ hô pézô ivé évit sklaved ann diavésidi a zô deûet enn hô touez, pé ar ré a zô ganet anézhô enn hô prô.

46. Hô rei a réot gan̄t eur gwir a zigwéz d’hô pugalé enn hô-koudé, hag hô ferc’hen é viot da-vikenn ; hôgen na waskot két gan̄d hô kalloud hô preûdeûr, bugalé Israel.

47. Mar teû eunn diavésiad pé eunn ergerzer da binvidikaat enn hô prô gan̄d hé labour, ha mar teû unan eûz hô preûdeûr da baouraat, ha d’en em werza d’ézhan̄, pé da unan eûz hé dûd ;

48. Goudé ma vézô bét gwerzet, é hell hé-man̄ béza dasprénet. Ann hini eûz hé vreûdeûr a fellô d’ézhan̄ hé zaspréna, hé zasprénô ;

49. Hé éon̄tr, pé hé gen̄derf, hé gâr pé hé nés. Hôgen ma hell hé-unan en em zaspréna, en em zasprénô ;

50. Goudé béza nivéret ar bloavésiou adaleg ann amzer eûz hé werzidigez bété bloaz ar Jubilé ; ha goudé béza tennet ann arc’han̄t évit péhini é oa en em werzet, diouc’h ann niver eûz ar bloavésiou, ha gôbr eur gopr-dévezour.

51. Mar choum c’hoaz kalz a vloavésiou bétég ar Jubilé, é tistolô ivé muioc’h a arc’han̄t ;

52. Ma éz eûz nébeût a vloavésiou, é rai hé goun̄t gan̄d hé vestr diouc’h ann niver a vloavésiou, hag é tistolô d’hé bréner diouc’h ar vloavésiou a choum,

53. Goudé béza tennet ar gôbr a vézô dléet d’ézhan̄ évid ann amzer ma en dévézô servichet. Na waskô két hé vestr anézhan̄ gan̄t diboell dira-z-oud.

54. Ma na hell két béza dasprénet enn doaré-zé, éz ai kuît é bloaz ar Jubilé gan̄d hé vugalé.

55. Rak bugalé Israel a zô va sklaved, péré em eûz tennet eûz a zouar ann Éjipt.


————


XXVI. PENNAD.


Bennoz d’ar ré a virô kélennou Doué, ha malloz d’ar ré hô zorrô.


1. Mé eo ann Aotrou hô Toué ; na réot két a idol évid-hoc’h, na skeûdennou ; na zavot két a beûliou, ha na lékéot két a véan arwésiuz enn hô touar, évid hé azeûli. Rak mé eo ann Aotrou hô Toué.

2. Mirit va deisiou sabbat, ha krénit dirâk va san̄tuar. Mé eo ann Aotrou.

3. Mar kerzit em c’hélennou, mar mirit va gourc’hémennou, ha ma hô sévénit, é rôinn d’é-hoc’h glaoéier enn hô amzer.

4. Ann douar a zougô hé héginou, hag ar gwéz a vézô leûn a frouez.

5. Dournérez ann édou a dizô ann éost rézin, hag ann éost rézin a vézô tizet gan̄d amzer ann hadérez ; hô para a zebrot hag hô pézô hô kwalc’h, hag héb aoun é-béd é choumot enn hô touar.

6. Ar péoc’h a rôinn enn hoc’h harzou ; kouska a réot, ha na viot spountet gan̄d dén. Ar gwall loéned a bellainn diouz-hoc’h ; ha klézé ann énébourien na dréménô két dré hoc’h harzou.

7. War-lerc’h hoc’h énébourien éz éot, hag é vézin̄t diskaret stan̄k dira-z-hoc’h.

8. Pemb ac’hanoc’h a iélô war-lerc’h kan̄t diavésiad, ha kan̄t ac’hanoc’h war-lerc’h dék mil ; hoc’h énébourien a gouézô gan̄d ar c’hlézé dira-z-hoc’h.

9. Mé a zellô ouz-hoc’h hag hô lakai da greski : paota a réot, ha mé a grétai va gévrédigez gan-é-hoc’h.

10. Ar frouez kôz-brâz a zebrot, ha pa zeûi a-founn ar frouez névez, é taolot ar frouez kôz.

11. Lakaad a rinn va zabernakl enn hô kreiz, ha va c’haloun na zistolô két ac’hanoc’h.

12. Mé a valéô enn hô touez, hag a vézô hô Toué, ha c’houi a vézô va fobl.

13. Mé eo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, évit na vijac’h két da sklaved d’ézhô, hag en deûz torret chadennou hô kouzougou, évid hô lakaad da gerzout sounn.

14. Ma na zélaouit két ac’hanoun, ha ma na zévénit két va holl c’hourc’hémennou,

15. Mar grit faé war va lézennou, ha mar disprizit va barnédigézou, ma na rît két ar péz em eûz gourc’hémennet d’é-hoc’h, ha mar torrit va c’hévrédigez ;

16. Chétu ivé pétrâ a rinn d’é-hoc’h : don̄d a rinn buan d’hô kwélout gan̄d ann diénez, ha gan̄d ar c’hrouez a zizec’hô hô taoulagad, hag a goazô hô puéz. Enn-aner eo éc’h hadot éd, rag hoc’h énébourien a wastô anézhan̄.

17. Lakaad a rinn drouk da zével enn-oun (T) enn hoc’h énep, ha c’houi a vézô diskaret dirâg hoc’h énébourien ; ha c’houi a blégô dindân ar ré hô kasai ; tec’houd a réot, hép ma vé dén war hô lerc’h. (T).

18. Goudé-zé ma na zen̄tit két ouzin, é kreskinn seiz gwéach hô kastiz, enn abek d’hô péc’héjou ;

19. Hag é vrévinn hô kaloun balc’h ha kalet. Lakaad a rinn ann én̄v da véza ével houarn d’é-hoc’h, hag ann douar ével arm.

20. Hô labour a vézô dic’hounid, ann douar na rôi két a éd d’é-hoc’h, nag ar gwéz a frouez.

21. Mar kerzit c’hoaz a-énep d’in, ha ma na fell két d’é-hoc’h va sélaoui, mé a greskô hô kouliou seiz gwéach ouc’h-penn enn abek d’hô péc’héjou.

22. Kâs a rinn enn hoc’h énep loéned ferô, péré a zagô ac’hanoc’h hag hô chatal, hag hô lakai holl da nébeût ; hag hoc’h hen̄chou a zeûi ével distrôiou.

23. Goudé-zé ma na fell két d’é-hoc’h mon̄t war wellaat, ha mar kerzit bépréd em énep,

24. É kerzinn ivé mé enn hoc’h énep, hag é skôinn gan-é-hoc’h seiz gwéach muioc’h enn abek d’hô péc’héjou ;

25. Hag é tigasinn war-n-hoc’h ar c’hlézé a ven̄jô va c’hévrédigez ; ha pa en em dennot er c’heriou, é kasinn ar vosen enn hô touez hag é viot lékéat étré daouarn hoc’h énébourien,

26. Goudé m’am bézô torret hô pâz, mé lavar hô para (T), enn hévélep doaré ma poazô dék grég bara enn eur fourn hép-kén, hag é rôin̄t anéz-han̄ diouc’h ar pouéz ; na c’houi a zebrô, ha n’hô pézô két hô kwalc’h.

27. Goudé-zé ma na zélaouit két ac’hanoun, ha mar kerzit c’hoaz a-énep d’in ;

28. Mé a gerzô ivé enn hoc’h énep gan̄d eunn hévélep kounnar, mé hô kastizô gan̄t seiz gouli enn abek d’hô péc’héjou ;

29. Enn hévélep doaré ma tebrot kîg hô mipien hag hô merc’hed.

30. Diskara a rinn hô lec’hiou uc’he1, hag é torrinn hô skeûdennou. Kouéza a réot é-kreiz ann diskar eûz hoc’h idolou, ha va éné a argarzô ac’hanoc’h ;

31. Enn hévélep doaré ma likiinn hô keriou ével eunn distrô, ha n’az ai dén enn hô san̄tuariou, ha na zigémérinn mui c’houés mâd ar sakrifisou.

32. Gwasta a rinn hô touar, hoc’h énébourien a vézô souézet diwar hé benn, pa vézin̄t deûet da choum enn-han̄.

33. Mé hô skiñô é-touez ar brôadou, hag a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h ; hô touar a vézô dilézet hag hô keriou a vézô disman̄tret

34. Neûzé ann douar en dévézô hé zeisiou sabbat é-pâd ann holl zeisiou ma vézô goullô. (T).

35. É-pâd ma viot é douar ann énébourien, é rai hé zabbat, hag éc’h éhanô pa vézô lézet hé-unan, ô véza n’eo két bét éhanet enn hô teisiou sabbat, pa choumac’h enn-han̄.

36. Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien ; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé ; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.

37. Pép-hini anézhô a gouézô war hé vreûdeûr, ével pa dec’hfen̄t diouc’h ar brézel ; hini ac’hanoc’h na grédô ôber-penn d’hoc’h énébourien.

38. Mervel a réot é-touez ar brôadou, hag é varvot é douar hoc’h énébourien. (T).

39. Mar choum c’hoaz eur ré-bennâg anézhô, é tizéc’hin̄t enn hô fallagriézou é douar hô énébourien, hag é vézin̄t glac’haret enn abek da béc’héjou hô zâdou ha d’hô ré hô-unan ;

40. Kén na govésain̄t hô fallagriézou ha ré hô zadou, dré béré hô deûz torret va lézennou, hag hô deûz kerzet a-énep d’in.

41. Ha mé ivé a gerzô enn hô énep, hag é kasinn anézhô é douar hô énébourien (T), bété ma rusiô hô c’haloun dienwadet ; neûzé é pédin̄t évid hô fallagriézou.

42. Sonch em bézô eûz va gévrédigez gan̄t Jakob, gan̄d Isaak, ha gan̄d Abraham ; sonch em bézô ivé eûz ann douar,

43. Péhini, goudé béza bét dilézet gan̄t-hô, en en blijé enn hé zeisiou sabbat (T), ô c’houzan̄vi ann dizarempred enn abek d’ézhô ; hôgen hî a bédô neûzé ac’hanoun évid hô féc’héjou, ô véza ma hô dévézô distolet va barnédigézou, ha disprizet va lézennou.

44. Ha koulskoudé é-pâd ma édon̄t é douar hô énébourien (T), n’em eûz két hô distolet krenn, ha n’em eûz két hô disprizet bétég hô dizeria, ha lakaad da véza gwân ar gévrédigez em eûz gréat gan̄t-hô. Rak mé eo ann Aotrou hô Doué.

45. Ha mé em bézô sonch eûz va gévrédigez gôz, pa em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt dirâg ar brôadou, évit ma vijenn hô Doué. Mé eo ann Aotrou. Chétu ar barnédigézou, hag ar gélennou, hag al lézennou en deûz rôet ann Aotrou étré hén̄ ha bugalé Israel, war vénez Sinai, dré zourn Moizez.


————


XXVII. PENNAD.


Lézennou diwar-benn ar gwéstlou.


1. Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

2. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Ann dén en dévézô gréat eur gwéstl, hag en dévézô rôet he vuez da Zoué, a roi ar prîz-man̄, hervez ma vézô prizet.

3. Mar d-eo eur goaz adaleg ann ugen̄tved bloaz bétég ann tri-ugen̄tved, é rôi han̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t hervez men̄t ar san̄tuar :

4. Mar d-eo eur vaouez, é rôi trégon̄t.

5. Adalek pemp ploaz bétég ugen̄t, eur paotr a rôi ugen̄t sikl ; hag eur plac’h dék.

6. Adaleg eur mis bété pemp ploaz, é vézô rôet pemp sikl évid eur paotr, ha trî évid eur plac’h.

7. Adalek tri-ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, eur goaz a rôi pemzék sikl ; nag eur vaouez dék.

8. Mar d-eo eur paour, ha ma na hell két paéa hervez ma’z eo prizet, éz ai dirâg ar bélek hag é rôi diouc’h ma prizô ar bélek, ha diouc’h ma wélô é hellô paéa.

9. Mar gwéstl eur ré eunn anéval, hag a hell béza lazet évid ann Aotrou, é vézô san̄tel ann anéval,

10. Ha na vézô két gellet hé gemma, da lavaroud eo, rei unan gwelloc’h évid unan fall, nag unan falloc’h évid unan mâd ; mar béz kemmet, ann anéval a vézô bét kemmet, hag ann hini évit péhini é vézô bét kemmet, a vézô gwéstlet d’ann Aotrou.

11. Mar gwéstl eur ré eunn anéval dic’hlan, ha na hell két béza lazet évid ann Aotrou, é vézô kaset ann anéval dirâg ar bélek,

12. Péhini a varnô mar d-eo mâd pé fall, hag a lakai hé brîz d’ézhan̄.

13. Mar fell d’ann hini en deûz hé genniget hé zaspréna, é lakai eur bempved lôden dreist ar priz a vézô bét gréat anézhan̄.

14. Mar kennig eur ré hé dî, ha ma hé wéstl d’ann Aotrou, ar bélek a évésai mar d-eo mâd pé fall, ha diouc’h ar prîz a vézô lékéat gan̄t-han̄, é vézô gwerzet.

15. Hôgen mar fell d’ann hini en deûz hé genniget hé zaspréna, é lakai eur bempved lôden dreist ar priz a vézô bét gréat anézhan̄, hag en dévézô ann tî.

16. Mar kennig ha mar gwéstl d’ann Aotrou ar park zô hé drâ, hervez men̄t ann hadérez é vézô prizet : mar béz hadet ann douar gan̄t trégon̄t bun̄s heiz, é vézô gwerzet han̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t.

17. Mar gwéstl hé bark adalek dérou bloaz ar Jubilé, é vézô prizet kémen̄d ha ma dalô.

18. Hôgen ma hé wéstl nébeûd amzer goudé, ar bélek a nivérô ann arc’han̄t, hervez niver ar bloavésiou a choum bétég ar Jubilé, hag é tennô anézhan̄ eûz ar prîz.

19. Mar fell d’ann hini en deûz kenniget ar park, hé zaspréna, é lakai eur bempved lôden dreist priz a oa bét gréat anézhan̄, hag é vézô ar park d’ézhan̄ adarré.

20. Hôgen ma na fell két d’ézhan̄ hé zaspréna, ha mar d’eo bét gwerzet da eunn all, ann hini en deûz hé wéstlet na hellô mui hé zaspréna.

21. Râk pa vézô deûet deiz ar Jubilé, é vézô san̄tél d’ann Aotrou, dré ma’z eo eunn dra a zô bet gwéstlet hag a zô gwîr ar véléien. (T).

22. Hogen mar d-eo bét prénet ar park a zô gwéstlet d’ann Aotrou, ha ma n’eo ket deûet eûz a vadou ann tadou-kôz,

23. Ar bélek a nivérô ann dalvoudégez bétég ar Jubilé ; hag hén̄ a rôi d’ann Aotrou ar péz en dôa gwéstlet.

24. Hôgen é bloaz ar Jubilé, é tistrôi d’hé berc’hen ken̄t, péhini en dôa hé werzet, pé en dôa hé bét enn hé gers diouc’h ann darvoud.

25. Kémen̄t priz a vézô gréat hervez poéz sikl ar san̄tuar. Ugen̄t obolen a dal ar sikl. (T).

26. Na hellô dén san̄téla na gwéstla ar ré gen̄ta-ganet, péré a zô d’ann Aotrou ; râk mar d-eo eunn éjenn pé eunn dan̄vad, eo d’ann Aotrou.

27. Mar d-eo dic’hlan ann anéval, néb en deûz hé genniget hé zasprénô hervez da briz, hag é lakai eur bempved lôden dreist ar prîz ; ma na fell két d’ézhan̄ hé zaspréna, é vézô gwerzet da eunn all diouc’h ma éz pézô hé brizet.

28. Kémen̄d a zô gwéstlet d’ann Aotrou, daoust pé eunn dén eo, pé eunn anéval, pé eur park, na vézô két gwerzet, ha na hellô két béza dasprénet. Kémen̄t a vézô bét gwéstlet eur wéach, a vézô san̄tel-brâz d’ann Aotrou.

29. Kémen̄t gwéstl a vézô bét kenniget gan̄t eunn dén, na vézô két dasprénet ; hôgen lékéat é vézô d’ar marô.

30. Holl zéogou ann douar, daoust pé eûz ann édou, daoust pé eûz a frouez ar gwéz, a zô d’ann Aotrou, hag a zô gwéstlet d’ézhan̄.

31. Hôgen mar fell da eur ré daspréna hé zéogou, é lakai eur bempved lôden dreist ar priz.

32. Pép dékved eûz ann éjenned, eûz ann den̄ved, eûz ar gevr, hag eûz a gémen̄t a drémen dindân gwialen ar mésaer, a vézô gwéstlet d’ann Aotrou.

33. Na vézô két dilennet unan mâd nag unan fall, ha na vézô két kemmet unan évid égilé ; mar kemm eur ré unan, ann hini a zô kemmet, hag ann hini évit péhini é vézô bét kemmet, a vézô gwéstlet d’ann Aotrou, ha na vézô két dasprénet.

34. Chétu ar c’hourchémennou en deûz rôet ann Aotrou da Voizez évit bugalé Israel, war vénez Sinai.


————