Bibl/Ann Ekzod

Eus Wikimammenn
< Bibl
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 63-113)



ANN EKSOD.


————


I. PENNAD.


Ar baotred savétéet gan̄d ann amiégézed.


1. Chétu hanvou mipien Israel, péré a zeûaz enn Éjipt gan̄t Jakob : pép-hini anézhô a zeûaz gan̄d hé dûd :

2. Ruben, Siméon, Lévi, Judas,

3. Isakar, Zabulon, ha Ben̄jamin,

4. Dan, ha Neftali, Gad hag Aser.

5. Ar ré holl a oa deûet eûz a Jakob, a ioa dék dén ha tri-ugen̄t. Hôgen Jozef a ioa enn Éjipt.

6. Pa oé marô Jozef, hag hé vreûdeûr, hag ann holl wenn-man̄,

7. Bugalé Israel a greskaz, hag a baottaz e-c’hîz ma ra al louzou : kré-brâz é teûjon̄t, hag é kargchon̄t a dûd douar Jésen.

8. Neûzé e savaz eur roué névez enn Éjipt, péhini na anavézé két Jozef ;

9. Hag hén̄ a lavaraz d’hé bobl : Chétu pobl bugalé Israel a zô deûet brâz he niver, hag a zô kréoc’h égéd-omp.

10. Deûit, gwaskomp war-n-ézhô gan̄t furnez, gan̄d aoun na zeûjen̄t da greski muioc’h c’hoaz (T) ; ha mar teû eur brézel da gouéza war-n-omp, n’en em unanfen̄t gan̄d hon énébourien, na gannfen̄t ac’hanomp, ha n’az ajen̄t er-méaz eûz ar vrô.

11. Lakaad a réaz éta war-n-ézhô mistri labouriou, évid hô c’harga a vec’hiou. Ha sével a réjon̄t da Faraon kériou da zastum éd enn-hô, da c’houzoud eo Fitom ha Ramésez. (T).

12. Ha seûl vui é wasken̄t war-n-ézhô, seûl vui é paotten̄t, hag é kresken̄t é niver.

13. Ann Éjiptianed a gaséé bugalé Israel ; hag hî a c’hlac’haré anezhô oc’h hô goapaat.

14. Hag hî a lékéa hô buez da véza c’houerô oc’h hô derc’hel da ôber labouriou kalet prî ha brikennou, ha pép labour douar a vec’hie anézhô.

15. Hôgen Roué ann Éjipt a lavaraz da amiégézed ann Hebréadézed, a béré unan a oa hanvet Séfora, hag ébén Fua,

16. O c’hourc’hémenni d’ézhô : Pa c’houilioudot Hébréadézed, ha pa zeûi ar bugel, mar d-eo eur paotr, lazit-hén̄ ; mar d-eo eur verc’h, mirit-hi.

17. Hôgen ann amiégézed hô dôé doujan̄s Doué, ha na réjon̄t két diouch gourc’hémenn roué ann Éjipt ; hag é virchon̄t ar baotred.

18. Ar roué ô véza galvet ar ré-man̄, a lavaraz d’ézhô : Petrâ eo bét fellet d’é-hoc’h da ôber ô mirout ar baotred ?

19. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’éz-han̄ : Ann Hébréadézed n’in̄t két ével ann Éjiptianézed ; gouzoud a réon̄t pénaoz é wilioudeur, hag abars ma omp deûet, in̄t gwilioudet.

20. Doué éta a réaz vâd d’ann amiégézéd-zé, hag ar bobl a greskaz, hag a grévaaz meûrbéd.

21. Hag ô véza m’hô dôa ann amiégezed doujet Doué, Doué a greskaz hô madou hag hô gwenn. (M).

22. Faraon éta a c’hourc’hémennaz d’hé holl bobl, ô lavarout : Taolid er ster kémen̄t paotr a vézô ganet é-touez ann Hébréed, ha na virit néméd ar merc’hed.


————


II. PENNAD.


Moizez a zô tennet eûz ann douréier. Dimézi a ra.


1. Goudé-zé eunn dén eûz a dî Lévi a zimézaz gan̄d eur chrég eûz hé wenn.

2. Hou-man̄ a en̄géhen̄taz hag a c’hanaz eur mâb ; ha pa wélaz-hi pénaoz é oa kaer, é kuzaz anézhan̄ é-pâd tri miz.

3. Ha pa na hellé mui hé guza, é kéméraz eur c’havel broenn, hag é lifraz anézhan̄ gan̄t ter ha gan̄t pég, hag é lékéaz ébarz ar bugel bihan, hag é tilézaz anézhan̄ é-touez ar raoz war ribl ar ster ;

4. Hag é réaz da c’hoar ar bugel choum a-bell, évit gwélout pétrâ a c’hoarvézché.

5. Hôgen chétu é teûaz merc’h Faraon évid en em walc’hi er ster ; hag hé flac’hed a gerzé war ribl ar ster. Pa wélaz-hî ar c’havel é-touez ar raoz, é kasaz unan eûz hé flac’hed, évid hé zigâs d’ézhi.

6. Hag ô véza hé zigoret, é kavaz enn-han̄ eur bugel bihan hag a wic’hé. Truez é dôé out-han̄, hag e lavaraz : eûz a vugalé ann Hébréed eo hé-man̄.

7. Neûzé c’hoar ar bugel a lavaraz d’ézhi : Ha té a fell d’id, émé-z-hî, éz ajenn da glask d’id eur c’hrég Hébréadez a hellô maga ar bugel bihan-zé ?

8. Hag hî a lavaraz : Kéa. Ar plac’h a iéaz éta, hag a c’halvaz hé mamm.

9. Ha merc’h Faraon a lavaraz d’éz-hi : Kémer ar bugel-man̄ ha mâg hén̄ d’in ; ha mé a rôi da c’hôbr d’id. Ar c’hrég a géméraz ar bugel, hag a vagaz anézhan̄ ; ha pa oé deûet da grenn-baotr, her rôaz da verc’h Faraon.

10. Hag hou-man̄ hé géméraz da vâb, hag hé hanvaz Moizez, ô véza, émé-z-hî, ma em eûz hé dennet eûz ann dour.

11. Enn deisiou-zé, pa oé deûet da véza brâz, Moizez (M) a iéaz er-méaz étrézég hé vreûdeûr ; hag hén̄ a wélaz hô glac’har, ha pénaoz eunn Éjiptian a skoé gan̄d eunn Hébréad, unan eûz hé vreûdeûr.

12. Goudé m’en dôé sellet tù-man̄ ha tù-hon̄t, ha pa na wélaz dén enn hé gichen, é lazaz ann Éjiptian, hag é kuzaz anézhan̄ enn tréaz.

13. Hag ô véza eat er-méaz eunn deiz all, é wélaz daou Hébréad péré en em ren̄daélé, hag é lavaraz d’ann hini a gunuc’hé égilé : Pérâg é skôez-té gan̄d da nésa ?

14. Hag hé-man̄ a lavaraz : Piou en deûz da lekéat da benn ha da varner war-n-omp-ni ? Ha té a fell d’id va laza, ével ma éc’h eûz lazet déac’h eunn Éjiptian ? Ha Moizez en dôé aoun, hag a lavaraz : Pénaoz eo bét gwézet kémen̄t-sé ?

15. Faraon a glevaz kémen̄t-sé, hag a glaské ann doaré da laza Moizez. Hôgen hé-man̄ a déc’haz eûz â zirâk Faraon, hag a iéaz da choum é brô Madian, hag a azézaz é-tâl eur pun̄s.

16. Hôgen bélek Madian en dôa seiz verc’h, péré a zeûaz da bun̄sa dour ; hag ô veza leûniet ar c’haniou, é fellé dezhô doura dén̄ved hô zâd.

17. Mésérien a zeûaz, hag hô c’hasaz-kuît. Neûzé é savaz Moizez, hag ô tifenni ar merc’hed iaouan̄k, é touraz hô dén̄ved.

18. Pa oen̄t distrôet da dî Ragel hô zâd, é lavaraz hé-man̄ d’ézhô : Pérâg oc’h-hu deûet ken̄toc’h egéd a-gen̄t ?

19. Hag hî a lavaraz : Eunn Éjiptian en deûz hon tennet eûz a zaouarn ar vésérien ; hag ouc’h-penn en deûz tennet dour d’é-omp, hag en deûz rôet da éva d’hon dén̄ved.

20. Hag hén̄ a lavaraz d’hé verc’hed : Péléac’h éma ? Pérâg hoc’h eûz-hu lézet ann dén-zé da von̄t ? Galvit-hén̄, ma rôimp da zibri d’ézhan̄.

21. Moizez éta a douaz pénaoz é choumché gan̄t-han̄. Hag hen̄ a géméraz da c’hrég hé verc’h Séfora.

22. Hou-man̄ a c’hanaz d’ézhan̄ eur mâb, a hanvaz Jersam ô lavarout : Diavésiad ounn bét enn eur vrô a-ziavéaz. Eur mâb all a c’hanaz, hag a hanvaz Éliézer, ô lavarout : Doué, va zâd ha va skoazel, en deûz va zennet eûz a zaouarn Faraon.

23. Pell amzer goudé é varvaz roué ann Éjipt : ha mipien Israel ô keina dindân hô labour, en em lékéaz da c’harmi hag ar garmou a réan̄t enn abek d’hô labour a zavaz bété Doué.

24. Ha Doué a glevaz hô c’heinvanou ; hag é teûaz koun d’ézhan̄ eûz ar gévrédigez en dôa gréat gan̄d Abrabam, Izaak ha Jakob.

25. Hag ann Aotrou a zellaz out mipien Israel, hag éc’h anavézaz anézhô.


————


III. PENNAD.


Doué a gâs Moizez évid dieûbi ann Israélited.


1. Hôgen Moizez a vesé dén̄ved Jétro hé dâd-kaer, bélek Madian ; hag ô véza kaset hé dropel é-kreiz ann distrô, é teûaz étrézé ménez Doué, hanvet Horeb.

2. Hag ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄ enn eur flamm dân a zavé eûz a greiz eur vôden ; hag hén̄ a wélé ar vôden ô leski, hép peûr-zevi.

3. Ha Moizez a lavaraz : Mon̄d a rann da wélout ar wélédigez vrâz-zé, ha pérâk ar vôden-zé na beûr-zev két.

4. Hôgen ann Aotrou oc’h hé wélout ô ton̄d da zellout, a c’halvaz anézhan̄ eûz a greiz ar vôden, hag a lavaraz : Moizez, Moizez. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé aman̄.

5. Ha Doué a lavaraz : Na dôsta kéd aman̄ : tenn da voutou eûz da dreid ; râg al léach é péhini émoud a zô eunn douar san̄tel.

6. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Mé eo Doué da dâd, Doué Abrabam, Doué Izaak, ha Doué Jakob. Moizez a guzaz hé zremm : râk na grédé két sellout ouc’h Doué.

7. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Gwélet em eûz glac’har va fobl a zô enn Éjipt, ha klevet em eûz hé c’harm enn abek da grisder ar ré a zô é penn al labouriou ;

8. Hag ô c’houzout péger brâz eo hé c’hlac’har, ounn diskennet évid hé denna eûz a zaouarn ann Éjiptianed, hag hé denna eûz ann douar-man̄ évid hé lakaad enn eunn douar mâd hag éc’hon, enn eunn douar é péhini é réd ével steriou al léaz hag ar mél, é brôiou ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar Férézééd, hag ann Hévéed, hag ar Jébozéed.

9. Garm mipien Israel a zô deûed éta béteg enn-oun ; ha gwélet em eûz ar c’hlac’har gan̄t péhini in̄t gwasket gan̄t ann Éjiptianed.

10. Hôgen deûz, ha mé az kasô étrézé Faraon, évit ma tigasi va fobl, mipien Israel, eûz ann Éjipt.

11. Ha Moizez a lavaraz da Zoué : Piou ounn-mé évit mon̄d étrézé Faraon, hag évid digas bugalé Israel eûz ann Ejipt ?

12. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a vézô gan-éz ; ha chétu ann arouéz éz pézô pénaoz em eûz da gaset. P’az pézô tennet va fobl eûz ann Éjipt, é rî eur sakrifiz da Zoué war ar ménez-man̄.

13. Ha Moizez a lavaraz da Zoué : Chétu éz inn étrézé bugalé Israel, hag é livirinn d’ézhô : Doué hô tadou en deûz va digaset étrézég enn-hoc’h. Ma lévéron̄t d’in : Pé hanô ef-hén̄ ? Pétrâ a livirinn-mé ?

14. Ha Doué a lavaraz da Voizez : Mé eo ann hini a zô. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Kémen̄t-man̄ a liviri da vugalé lsrael : Ann hini a zô, en deûz va c’haset étrézég enn-hoc’h.

15. Ha Doué a lavaraz c’hoaz da Voizez : Ann dra-man̄ a léverrot da vugalé Israel : Ann Aotrou, Doué hô tadou, Doué Abraham, Doué Izaak, ha Doué Jakob en deûz va c’haset étrézég enn-hoc’h. Hen-nez eo va hanô a viskoaz, dré-z-han̄ é vézinn anavézet a-wenn-é-wenn.

16. Kéa, ha dastum ar ré gôz eûz a Israel, ha lavar d’ézhô : Ann Aotrou, Doué hô tadou, Doué Abrabam, Doué Izaak, ha Doué Jakob a zô en em ziskouézet d’in, ô lavarout : Deûed ounn d’hô kwélout, hag em eûz gwélet kémen̄d a zô c’hoarvézet gan-é-hoc’h enn Éjipt.

17. Ha mé em eûz falvézet d’in hô tenna (T) eûz a c’hlac’har ann Éjipt, évid hô lakaad é brôiou ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar Férézéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed, enn eunn douar é péhini é réd ével steriou al léaz hag ar mél.

18. Hag hî a zélaouô da vouéz : hag éz î, té ha ré gôz Israel, étrézég ar roué, hag é liviri d’ézhan̄ : Ann Aotrou, Doué ann Hébréed, en deûz hor galvet. Hol lez da von̄t tri dévez-kerz enn distrô, évit ma raimp eur sakrifiz d’ann Aotrou hon Doué.

19. Hôgen mé a oar pénaoz roué ann Éjipt n’hô lézô két da von̄t, rag n’eo ket rédiet gan̄t eunn dourn kré.

20. Mé a astennô éta va dourn, hag é skôinn gan̄d ann Éjipt meûr a vurzud a rinn enn hô c’hreiz : ha goudé-zé hô lézô da von̄t.

21. Lakaad a rinn ar bobl-man̄ da gaout trugarez é-kén̄ver ann Éjiptianed ; ha pa’z éot-kuît, na’z éot ket hô taouarn goullô ;

22. Hôgen pép grég a c’houlennô digan̄d hé amézégez, ha digan̄d hé hostizez listri arc’han̄t, ha listri aour, ha diḻad ; ha c’houi hô lakai war hô mipien ha war hô merc’hed, hag é tibourc’hot ann Êjiptianed.


————


IV. PENNAD.


Moizez a ia d’ann Éjipt.


1. Moizez a lavaraz d’ann Aotrou : Na grédin̄t két d’in, ha na zélaouin̄t két va mouez ; hôgen hî a lavarô : Né két en em ziskouézet ann Aotrou d’id.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ éc’h eûz-té enn da zourn ? Hag hén̄ a lavaraz : Eur wialen.

3. Hag ann Aotrou a lavaraz : Taol-hi d’ann douar. Hag hén̄ hé zaolaz d’ann douar ; hag hî a oé trôet enn eunn aer, enn hévélep doaré ma tec’haz Moizez.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Astenn da zourn, ha krôg enn hé lôst. Hag hén̄ a astennaz hé zourn hag a grôgaz enn-hi, hag ann aer a oé trôet enn eur wialen.

5. Évit ma krédin̄t, émé-z-han̄, pénaoz ann Aotrou, Doué hô zadou, Doué Abraham, Doué Izaak, ha Doué Jakob a zô en em ziskouézet d’id.

6. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Laka da zourn enn da askré. Ha pa en dôé hé lékéat enn hé askré, é tennaz anézhan̄ gôlôet a lornez gwenn ével ann erc’h.

7. Laka adarré, émé-z-han̄, da zourn enn da askré. Hag hén̄ hé lékéaz, hag hé dennaz adarré ; hag hé zourn a oa hén̄vel oud hé gîg all.

8. Ma na grédon̄t két d’id, émé ann Aotrou, ha ma na zélaouon̄t két mouéz ann arouéz gen̄ta, é krédin̄t da vouéz ann eil arouéz.

9. Ma na grédon̄t két c’hoaz d’ann diou arouéz-zé, ha ma na zélaouon̄t két da vouéz, kémer dour eûz ar ster, ha taol-hén̄ war ar séac’h, ha kémen̄d ér pézô tennet eûz ar ster a vézô trôet é goâd.

10. Ha Moizez a lavaraz d’ann Aotrou : O va Aotrou, n’ounn bét biskoaz eunn dén élavar, té her goar ; hag abaoé ma éc’h eûz komzet oud da zervicher, va zéôd a zô c’hoaz muioch stagellet. (T).

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Piou en deûz gréat génou ann dén ? Pé piou en deûz krouet ar mûd hag ar bouzar, ann hini a wel hag ann hini dall ? Ha n’ef-hén̄ két mé eo ?

12. Kéa éta, ha mé a vézô enn da c’hénou ; ha mé a zeskô d’id pétrâ ez pézô da lavarout.

13. Ha Moizez a lavaraz : Kâs, Aotrou, mé az péd, ann hini a dléez da gâs.

14. Ann Aotrou ô von̄t drouk enn-han̄ (T) a-énep Moizez, a lavaraz d’ézhan : Mé a oar pénaoz Aaron da vreûr, al Lévit, a zô eunn dén élavar ; mon̄t a rai war da arbenn (T), ha pa az gwélô, en em laouénai enn hé galoun.

15. Komz out-han̄, ha laka va geriou enn hé c’hénou ; ha mé a vêzô enn da c’hénou, hag enn hé c’hénou, hag é tiskouézinn d’é-hoc’h pétrâ a dléid da ôber.

16. Hén̄ a gomzô évid-od oud ar bobl, hag a vézô da c’hénou ; ha té a rénô anézhan̄ é kémen̄d a zell ouc’h Doué.

17. Kémer ivé enn da zaourn ar wialen-zé, gan̄t péhini é rî burzudou.

18. Moizez a iéaz-kuît, hag a zistrôaz étrézé Jétro hé dâd-kaer, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mon̄d a rann, hag é tistrôinn étrézé va breûdeûr enn Éjipjt, da wélout hag hî a zô c’hoaz béô. Ha Jétro a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa é péoc’h.

19. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Voizez é Madian : Kéa, ha distrô d’ann Éjipjt ; râg ar ré holl a glaské da laza, a zô marô.

20. Moizez a géméraz éta hé c’hrég, hag he vipien, hag hô lékéaz war eunn azen, hag a zistrôaz d’ann Éjipjt, ô tougen enn hé zourn gwialen Doué.

21. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ pa zistrôé d’ann Éjipjt : Laka évez da ôber dirâk Faraon ann holl vurzudou em eûz lékéad enn da zourn ; mé a galédô hé galoun, ha na lézô két ar bobl da von̄t-kuît.

22. Ha té a lavarô da Faraon : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : Vâ mâb ken̄ta-ganet eo Israel.

23. Hé lavaret em eûz d’id : Lez va mâb da von̄t, évit ma rai gwazoniez d’in ; ha né két felled d’id hé lézel da von̄t ; chétu éz ann da laza da vâp-héna.

24. Hôgen pa édô Moizez enn hen̄t, en em ziskouezaz ann Aotrou d’ézhan̄ enn hostaléri, hag é fellé d’ézhan hé laza.

25. Séfora a géméraz râk-tâl eur méan lemm, hag a drouc’haz pôd-mézen hé mâb ; hag ô lakaad he dourn war dreid Moizez, é lavaraz : Eur pried a c’hoad oud d’in.

26. Hag ann Aotrou a lézaz Moizez, goudé ma é dôé lavaret-hî : Eur pried a c’hoad oud, enn abek d’ann enwad.

27. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Aaron : Kéa war arbenn da Voizez enn distrô. Hag hén̄ a iéaz war hé arbenn (T) war vénez Doué, hag a bokaz d’ézhan̄.

28. Ha Moizez a zanévellaz da Aaron kémen̄d en dôa lavaret ann Aotrou d’ézhan̄ oc’h hé gâs, hag ar vurzudou en dôa gourc’hémennet d’ézhan̄ da ôber.

29. Hag é teûjon̄t hô daou, hag é tastumchon̄t holl ré gôz é-touez bugalé Israel. (T).

30. Hag Aaron a zanévellaz kémen̄d en dôa ann Aotrou lavaret da Voizez ; hag é réaz burzudou dirâg ar bobl.

31. Hag ar bobl a grédaz. Ha pa glevchon̄t pénaoz é oa deûet ann Aotrou da welout bugalé Israel, ha pénaoz en dôa sellet out hô glac’har, é stouchon̄t hag éc’h azeûlchon̄t.


————


V. PENNAD.


Faraon a ra goab eûz a c’hourc’hémennou Doué.


1. Goudé-zé Moizez hag Aaron a iéaz da gavout Faraon, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel : Léz da von̄t va fobl évit ma rai eur sakrifiz d’in enn distrô.

2. Ha Faraon a lavaraz : Piou eo ann Aotrou, évit ma sélaoufenn hé vouéz, ha ma léschenn da von̄t Israel ? Na anavézann két ann Aotrou, ha na lézinn két Israel da von̄t.

3. Hag hî a lavaraz : Doué ann Hébréed en deûz hor galvet, évit ma’z aimp tri dévez kerzed enn distrô, ha ma raimp eur sakrifiz d’ann Aotrou hon Doué ; gan̄d aoun na c’hoarvézché gan-é-omp bosen pé klézé.

4. Roué ann Éjipt a lavaraz d’ézhô : Moizez hag Aaron, pérâg é tistrôit-hu ar bobl dioc’h hé labour ? Id d’hô karg.

5. Ha Faraon a lavaraz c’hoaz : Brâz eo pobl ann douar-zé ; ha c’houi a wél pénaoz eo kresket meûrbéd. Pégémen̄t é kreskfé c’hoaz ma vé rôed d’ézhan̄ éhan enn hé labouriou ?

6. Rei a réaz éta ar gourc’hémenn-man̄ enn deiz-zé d’ar ré a oa é penn al labouriou, ha da rénerien ar bobl, ô lavarout :

7. Na rôot mui a gôlô, ével a gen̄t, d’ar bobl-zé évid ôber hô brikennou ; hôgen éan̄t hô-unan da zastumi kôlô.

8. Ha c’houi hô lakai da ôber kémen̄d a vrikennou hag a réan̄d araok, hép digreski hini. Tûd in̄t a zô vak war-n-ézhô (T) ; ha râk-sé eo é c’harmon̄t, ô lavarout : Déomp da ôber eur sakrifiz d’hon Doué.

9. Ra vézin̄t karget a labour, ha r’her grain̄t holl évit na livirin̄t mui gevier.

10. Neûzé ar ré a oa é penn al labouriou, ha rénerien ar bobl, a lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lavar Faraon : Na rôinn mui a gôlô d’é-hoc’h.

11. Id, ha dastumit kôlô el léac’h ma hellot kavout ; ha koulskoudé na vézô digresket nétrâ eûz hô labour.

12. Ar bobl éta en em skiñaz dré holl vrô ann Éjipt évid dastumi kôlô.

13. Hag ar ré a oa é penn al labouriou a hasté anézhô ô lavarout : Grit bemdéz ann hévélep labour ével ma réac’h pa rôed kôlô d’é-hoc’h.

14. Hag ar ré a oa é penn labouriou bugalé lsrael, a oé skourjézet gan̄t rénerien Faraon, ô lavarout : Pérâk n’hoc’h eûz-hu két rôet déac’h nag hîriô kémen̄d a vrikennou ével a gen̄t ?

15. Neûzé ar ré a oa é penn bugalé Israel a zeûaz da gavout Faraon, hag enn eur c’harmi, a lavaraz : Pérâg é réz-té ével-sé é-ken̄ver da zervichérien ?

16. Na rôeur kéd a gôlô d’é-omp, hag é c’houlenneur digan-é-omp kémen̄d all a vrikennou. Chétu ni da zervichérien a zô skourjézet, ha da bobl a zô gwâll-aozet a-énep gwir.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’ezhô : Tûd oc’h a zô vak war-n-hoc’h (T), ha râk-sé eo é livirit : Déomp da ôber eur sakrifiz d’hon Aotrou.

18. Id éta, ha labourit ; na vézô két rôed a gôlô d’é-hoc’h, hag e rôot brikennou ével a gen̄t.

19. Ar ré a oa é penn bugalé Israel en em gavaz éta é poan, ô véza ma oa bét lavaret d’ézhô : Na vézô digresket hini eûz ar brikennou a dléit da rei bemdéz.

20. Hag ô véza en em gavet gan̄t Moizez hag Aaron, péré a oa choumet war-harz bété ma teûjon̄t eûz a gén̄ver Faraon,

21. É léverchon̄t d’ézhô : Ra wélô ann Aotrou ha ra varno, ô véza ma hoc’h eûz hol lekéat da véza argarzuz dirâk Faraon ha dirâg hé zervichérien, ha ma hoc’h eûz rôed dézhan̄ eur c’hlézé évid hol laza.

22. Neûzé Moizez a zistrôaz oud ann Aotrou, hag a lavaraz dézhan̄ : Aotrou, pérâg éc’h eûz-té glac’haret ar bobl-zé ? Perâg éc’h eûz-té va digaset ?

23. Râg abaoé ma ounn éad da gavout Faraon, évit komza out-han̄ enn da hanô, en deûz glac’haret da bobl, ha n’éc’h eûz két hen tennet a boan.


————


VI. PENNAD.


Doué a rô da anaoud hé hanô. Nésted Ruben, Siméon ha Lévi.


1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Bréma é wéli pétrâ a rinn da Faraon ; râk gan̄d eunn dourn kré é kasô-kuît ann Israélited, ha gan̄d eunn dourn nerzuz hô lakai er-méaz eûz hé vrô.

2. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout : Mé eo ann Aotrou,

3. Péhini a zô en em ziskouézet da Abraham, da Izaak, ha da Jakob dindan hanô ann Doué holl-c’halloudek ; hôgen n’em eûz két rôet da anaout d’ézhô va hanô a Adonai.

4. Gréad em eûz ivé kévrédigez gan̄t-hô, ha touet ma rôjenn d’ezhô douar Kanaan, douar ho ergerz, é péhini in̄t bét ével diavésidi.

5. Mé em eûz klevet keinvan bugalé Israel, péré a zô gwasket gan̄d ann Éjiptianed ; hag eo deûet koun d’in eûz va c’hévrédigez.

6. Râk-sé lavar da vugalé Israel : Mé eo ann Aotrou, péhini en deûz hô tennet eûz a vâc’h ann Éjiptianed, hag hô tennô eûz ar sklavérez, hag hô tasprénô gan̄d eur vréac’h kré, ha gan̄t barniou brâz.

7. Mé hô kémérô da bobl d’in, hag é vézinn hô Toué ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué, péhini hô tennô eûz a vâc’h ann Éjiptianet ;

8. Hag hô lakai da von̄d enn douar em eûz touet da rei da Abraham, da Izaak, ha da Jakob, hag a rôinn d’é-hoc’h da véza perc’hen d’ézhan̄, mé péhini a zô ann Aotrou.

9. Moizez éta a zanévellaz kémen̄t-man̄ da vugalé Israel ; hôgen na zélaouchon̄t két anézhan̄, dré ann abek da an̄ken hô spéred, ha d’hô labour kalet.

10. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

11. Kéa da gavout Faraon, roué ann Êjipt, ha komz out-han̄, évit ma lézô da von̄d eûz hé vrô bugalé Israel.

12. Ha Moizez a lavaraz d’ann Aotrou : Chétu bugalé Israel ha na zélaouon̄t két ac’hanoun ; pénaoz é sélaoufé ac’hanoun Faraon, pa ounn dreist-holl dienwad em muzellou ?

13. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhô mon̄d da gavout bugalé Israel ha Faraon, roué ann Éjipt, évit tenna eûz ann Éjipt bugalé Israe).

14. Chétu pennou ann tiez, hervez ar géren̄tiez. Mipien Ruben, ken̄ta-ganet Israel : Hénok ha Fallu, Hesron ha Charmi.

15. Chétu kéren̄tiez Ruben. Mipien Siméon : Jamuel ha Jamin, hag Alsod, ha Jachin, ha Soar, ha Saul, mâb eur Gananéadez. Chétu nésted Siméon.

16. Chétu ivé mipien Lévi hervez hé géren̄tiez : Gerson, ha Kaat, ha Mérari. Hôgen bloavésiou buez Lévi a oé eûz a zeiték vloaz ha c’houec’h-ugen̄t.

17. Mipien Gerson : Lobni ha Séméi, hervez hô c’héren̄tiez ;

18. Mipien Kaat : Amram, hag Isaar, hag Hébron, hag Oziel. Hôgen bloavésiou buez Kaat a oé eûz a drizék vloaz ha c’houec’h-ugen̄t.

19. Mipien Mérari : Moholi ha Musi. Chétu nested Lévi hervez hô c’héren̄tiez.

20. Hôgen Amram a géméraz da c’hrég Joc’habéd, hé giniterv, merc’h breûr hé dâd, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Aaron ha Moizez. Ha bloavésion buez Amram a oé eûz a zeiték vloaz ha c’houec’h-ugen̄t.

21. Ha mipien Isaar : Koré, ha Néfeg, ha Zébri.

22. Ha mipien Oziel : Misael, hag Élisafan, ha Sétri.

23. Hôgen Aaron a géméraz da c’hrég Élizabet, merc’h Aminadab, c’hoar Nabason, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Nadab, hag Abin, hag Éléazar, hag Itamar.

24. Ha mipien Koré : Aser, hag Elkana, hag Abiasaf. Chétu nésted ar Goréed.

25. Hôgen Éléazar, mâb Aaron, a géméraz da c’hrég unan eûz a verc’hed Futiel, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Finéez. Chétu pennou mipien Lévi, hervez hô chéren̄tiez.

26. Aaron ha Moizez eo ar ré da béré é c’hourc’hémennaz ann Aotrou kâs bugalé Israel er-méaz eûz a vrô ann Éjipt hervez hô rummou.

27. Ar ré-zé eo a gomzaz out Faraon, roué ann Éjipt, évit tenna bugalé Israel eûz ann Éjipt ; ar ré-zé eo Moizez hag Aaron,

28. Enn deiz é péhini é komzaz ann Aotrou out Moizez, é douar ann Éjipt ;

29. Pa gomzaz ann Aotrou out Moizez, ô lavarout : Mé eo ann Aotrou ; lavar da Faraon, roué ann Êjipt, kémen̄d a lavarann d’id.

30. Ha Moizez a lavaraz d’ann Aotrou : Chétu ounn dienwad em muzellou, pénaoz é sélaouô ac’hanoun Faraon ?


————


VII. PENNAD.


Gwialen Aaron trôed enn eunn aer.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Chétu em eûz da lékéat é c’hîz da Zoué da Faraon ; hag Aaron da vreûr a vézô da brofed.

2, Té a lavarô d’ézhan̄ kémen̄d a c’hourc’hémenninn d’id ; hag Aaron a gomzô out Faraon évit ma lézô da von̄t bugalé Israel eûz hé vrô.

3. Hôgen mé a galédô hé galoun, hag a raiô arouésiou ha burzudou stan̄k é brô ann Éjipt (T) ;

4. Ha Faraon na zélaouô két ac’hanoc’h, ha mé a astennô va dourn war ann Éjipt, hag é kasinn va armé ha va fobl, bugale Israel eûz a vrô ann Éjipt, dré varnédigésiou brâz.

5. Hag ann Éjiptianed a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, pa astenninn va dourn war ann Éjipt, hag é kasinn bugalé Israel eûz hô zouez.

6. Moizez hag Aaron a réaz éta ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhô ; ével-sé é réjon̄t.

7. Hôgen Moizez en dôa pévar-ugen̄t vloaz, hag Aaron tri ha pévar-ugen̄t, pa gomzchon̄t out Faraon.

8. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron :

9. Pa lavarô Faraon d’é-hoc’h : Diskouézit arouésiou, é liviri da Aaron : Kémer da wialen, ha taol-hi dirâk Faraon ; hag é vézô trôet enn eunn aer.

10. Moizez hag Aaron a iéaz éta da gavout Faraon, hag a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhô ; hag Aaron a daolaz ar wialen dirâk Faraon, ha dirâg hé dûd, hag hî a oé trôed enn eunn aer.

11. Hôgen Faraon a c’halvaz ar ré fûr hag ar strôbinellerien : hag hî a réaz ivé ann hévélep trâ gan̄t bréou ann Éjipt ha gan̄d hô bréou.

12. Râk pép-hini anézhô a daolaz hé wialen, hag hî a oé trôet é aéred ; hôgen gwialen Aaron a loun̄kaz hô gwialennou.

13. Ha kaloun Faraon a galédaz, ha na zélaouaz két anézhô, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Kaléded eo kaloun Faraon, na fell kéd d’ézhan̄ lézel va fobl da von̄t-kuit.

15. Kéa d’hé gavout diouc’h ar min̄tin, pa zeûi er-méaz évit mon̄d étrézég ann dour ; hag é choumi enn da zâ war aot ar ster évid mon̄t war hé arbenn, hag é talc’hi enn da zourn ar wialen a zô bét trôet enn eunn aer.

16. Ha lavar d’ézhan̄ : Ann Aotrou, Doué ann Hébréed, en deûz va digaset étrézeg enn-od, évit lavaroud d’id : Léz da von̄t va fobl évit ma rai eur sakrifiz d’in enn distrô ; ha bété vréma né két felled d’id va sélaoui.

17. Chétu éta pétrâ a lavar ann Aotrou : Diouc’h kémen̄t-man é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou : Mon̄d a rann da skei war zour ar ster gan̄d ar wialen a zô em dourn, hag é vézô trôet é goâd.

18. Ar pésked a zô er ster a varvô, hag ann douréier a iélô da fall (T), hag ann Éjiptianed a évô dour ar ster, a vézô klan̄v.

19. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Lavar da Aaron ; kémer da wialen, hag astenn da zourn war zouréier ann Éjipt, war ar stériou, war ar gouesiou, war ar gwerniou, ha war al lagennou, évit ma vézin̄t trôet é goâd ; ha na vézô némét goâd enn Éjipt, kenn el listri prenn, kenn el listri prî.

20. Moizez hag Aaron a réaz ar péz en dôa gourc’hemennet ann Aotrou d’ézhô ; hag Aaron ô sével hé wialen, a skôaz war zour ar ster dirâk Faraon hag hé dûd ; hag ann dour a oé trôet é goâd.

21. Ar pésked a oa er ster a varvaz ; dour ar ster a zeûaz da vreina (T), hag ann Éjiptianed na hellen̄t két éva dour ar ster ; ha goâd a oé é holl vrô ann Éjipt.

22. Strôbinellerien ann Éjipt a réaz ann hévélep trâ gan̄d hô bréou ; ha kaloun Faraon a galédaz, ha na zélaouaz két anézhô, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou.

23. Ha Faraon a iéaz-kuît, hag a zistrôaz d’hé dî, ha na blégaz két c’hoaz hé galoun évid ar wéach-zé.

24. Hôgen ann Éjiptianed holl a réa toullou war-drô d’ar ster évid éva dour ; râk na hellen̄t két éva eûz a zour ar ster.

25. Hag é tréménaz seiz dervez krenn, abaoé m’en dôa ann Aotrou skôet gan̄t ar ster.


————



VIII. PENNAD.


Eil c‘houli, raned. Trédé gouli, fubu. Pevaré gouli, kelien.


1. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Kéa da gavout Faraon, ha lavar d’ezhan̄ : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : Léz da von̄t va fobl, évit ma rai eur sakrifiz d’in.

2. Ma na fell két d’id hé lézel da von̄t, chétu é skôinn da holl harzou gan̄t raned.

3. Hag ar ster a vervô gan̄d ar raned, péré a biñô hag a zeûi enn da dî, hag er gambr é péhini é kouskez, ha war da wélé, hag é tiez da zervicherien, hag é ré da holl bobl, hag enn da fourniou, ha war ann tammou boéd a choumô enn da zilerc’h. (T).

4. Ével-sé éz ai ar raned étrézeg enn-od, hag étrézé da bobl, hag étrézé da holl zervicherien.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Lavar da Aaron : Astenn da zourn war ar steriou, ha war ar goueriou, ha war ar gwerniou, ha digas raned war zouar ann Éjipt.

6. Hag Aaron a astennaz hé zourn war zoureier ann Éjipt, hag é savaz ar raned, hag é c’hôlôchon̄t douar ann Éjipt.

7. Ar strôbinellerien a reaz ann hévélep trâ gan̄d hô bréou, hag é tigaschon̄t raned war zouar ann Éjipt.

8. Neûzé Faraon a c’halvaz Moizez hag Aaron, hag a lavaraz d’ézhô : Pédit ann Aotrou ma tennô ar raned diwar-n-oun ha diwar va fobl, ha mé a lézô ar bobl da von̄t, ha da ôber eur sakrifiz d’ann Aotrou.

9. Ha Moizez a lavaraz da Faraon : Lavar d’in peûr é tléann pidi évid-od, hag évid da zervicherien, hag évid da bobl, m’az ai ar raned diouz-id, ha dioud da dî, ha dioud da zervicherien, ha dioud da bobl, ha ma choumin̄t hép-kén̄ er ster.

10. Ha Faraon a lavaraz : Warc’hoaz. Ha Moizez a lavaraz : Hervez da c’hér é rinn, évit ma wézi pénaoz n’eûz hini hen̄vel oud ann Aotrou, hon Doué.

11. Hag ar raned az ai diouz-id, ha dioud da di, ha dioud da zervicherien, ha dioud da bobl, hag er ster hép-kén é choumin̄t.

12. Moizez hag Aaron a iéaz-kuît eûz a zirâg Faraon, ha Moizez a c’harmaz étrézég ann Aotrou, évit ma sévenché ar gér en dôa rôet hen da Faraon da gas diout-han̄ ar raned, enn deiz m’en dôa merket. (M).

13. Hag ann Aotrou a réaz diouc’h lavar Moizez ; hag ar raned a varvaz enn tiez, er c’heriou, hag er parkou.

14. Dastumet é oen̄t a verniou brâz, hag ann douar a flériaz gan̄t-hô.

15. Hôgen pa wélaz Faraon pénaoz é oa rôet éhan d’ézhan̄, é pounnéraaz hé galoun, ha na zélaouaz két anézhô ével m’en dôa lavaret ann Aotrou.

16. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Lavar da Aaron : Astenn da wialen, ha skô war boultr ann douar, ha ra zeûi laou dré holl vrô ann Éjipt.

17. Hag hî a réaz ével-sé. Aaron a astennaz hé zourn hag hé wialen, hag a skôaz war boultr ann douar ; hag ann dûd, hag al loéned a oé gôlôet gan̄d al laou ; holl boultr ann douar a oé trôet é laou dré holl vrô ann Èjipt.

18. Ar strôbinellerien a fellaz d’ézhô ôber ann hévélep trâ gan̄d hô bréou, ha digas laou ; hôgen na helchon̄t két. Hag al laou en em daolaz war ann dûd ha war al loéned.

19. Hag ar strôbinellerien a lavaraz da Faraon : Biz Doué a zô aman̄. Ha kaloun Faraon a galédaz, ha na zélaouaz két anézhô, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou.

20. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Saô diouc’h ar min̄tin, ha kéa da gavout Faraon ; râg hén̄ a zeûi er-méaz évit mon̄d étrézeg ann dour ; hag é liviri d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : Léz da von̄t va fobl, évit ma rai eur sakrifiz d’in.

21. Ma na lézez két anézhan̄ da von̄t, chétu éz ann da gâs war-n-od, ha war da zervicherien, ha war da bobl, hag enn da diez, kelien a bép gwenn ; ha tiez ann Éjiptianed, hag ann douar holl é péhini é vézin̄t, a vézô leûn a gelien a bép gwenn.

22. Hag enn deiz-zé é rinn ma vézô brô Jésen, é péhini éma va fobl, eunn douar burzuduz, ha na vézô kéd a gelien enn-han̄ ; évit ma wézi pénaoz eo mé ann Aotrou eûz ann douar holl.

23. Ha mé a lakai eur rann étré va fobl ha da bobl ; war-c’hoaz é c’hoarvézô ann arouéz-zé.

24. Hag ann Aotrou a réaz ével-sé. Hag eul lôd brâz a gelien a zeuâz é tiez Faraon hag hé zervicherien, hag é holl vrô ann Éjipt ; hag ann douar a oé saotret gan̄d ar c’helien-zé.

25. Neûzé Faraon a c’halvaz Moizez hag Aaron, hag a lavaraz d’ezhô : Id ha grîd eur sakrifiz d’hô Toué er vrô-man̄.

26. Ha Moizez a lavaraz : Na hell két béza gréat kémen̄t-sé ; râk ni a dlé laza, é azeûlidigez d’ann Aotrou hon Doué, traou argarzuz d’ann Éjiptianed. Ma lazomp dirâg ann Éjiptianed ar péz a azeûlon̄t, é labézin̄t ac’hanomp.

27. Mon̄d a raimp tri dévez-kerz enn distrô, hag é raimp énô sakrifiz d’ann Aotrou hon Doue, ével ma en deûz hé c’hourc’hémennet d’é-omp.

28. Ha Faraon a lavaraz d’ézhan̄ : Mé hô lézô da von̄t évit ma réot eur sakrifiz d’ann Aotrou hô Toué enn distrô ; hôgen n’az ît két pelloc’h ; pédid évid-oun.

29. Ha Moizez a lavaraz : Pa vézinn éat diouz-id, é pédinn ann Aotrou ; ha war-c’hoaz ann holl gelien a vézô eat diout Faraon, ha dioud hé zervicherien, ha dioud hé bobl. Hôgen na douell mui ac’hanoun, ô viroud oud ar bobl da ôber eur sakrifiz d’ann Aotrou.

30. Ha Moizez ô véza éat-kuit diout Faraon, a bédaz ann Aotrou.

31. Hag ann Aotrou a réaz diouc’h lavar Moizez ; hag hén̄ a gasaz-kuît ar c’helien diouc’h Faraon, ha diouc’h hé zervicherien, ha diouc’h hé bobl ; ha na choumaz hini anézhô.

32. Hôgen kalédi a réaz kaloun Faraon, ha na lézaz két ar bobl da von̄t évid ar wéach-zé.


————


IX. PENNAD.


Pempved gouli, bosen war al loéned. C’houec’hved gouli, gouliou-linek war ann dûd. Seizved gouli, kazarc’h.


1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Kéa da gavout Faraon, ha lavar d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann Hébréed : Lez da von̄t va fobl, évit ma rai eur sakrifiz din.

2. Ma né fell két d’id hen ôber (T), ha mar talc’hez anézhô,

3. Chétu é savinn va dourn war da barkou ; hag eur vosen gwall c’hrisiaz a zeûi war ar c’hézek, war ann ézen, war ar gan̄valed, war ann éjéned, ha war ann dén̄ved.

4. Hag ann Aotrou a rai eur rann burzuduz étré madou Israel ha madou ann Éjiptianed, enn hévélep doaré na vézô skôet nétrâ eûz ar péz a vézô é kers bugalé Israel.

5. Hag ann Aotrou en deûz merket ann amzer, ô lavarout : Warc’hoaz é sévénô ann Aotrou ar gér-zé war ann douar.

6. Ann Aotrou a réaz éta an̄trônôz ar péz en dôa lavaret ; hag holl loéned ann Éjiptianed a varvaz ; hôgen na varvaz hini eûz a loéned bugalé Israel.

7. Faraon a gasaz da wélout ha né oa marô hini eûz ar ré a oa é kers Israel. Hôgen kalédi a réaz kaloun Faraon, ha na lézaz két ar bobl da von̄t kuit.

8. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron : Kémérit leiz hô taouarn a ludu eûz ann oaled, ha ra daolô Moizez anézhan̄ enn éar dirâg Faraon.

9. Ha r’ea em skiñô al ludu-zé war holl zouar ann Éjipt ; hag é teûi gouliou-linek, ha gôriou war ann dûd ha war al loéned, é holl vrô ann Éjipt.

10. Hag hî a géméraz ludu eûz ann oaled, hag a iéaz da gavout Faraon ; ha Moizez hé daolas enn éar ; ha gouliou-linek, ha gôriou a zavaz war ann dûd ha war al loéned.

11. Hag ar strôbinellerien na hellen̄t két en em zerc’hel enn hô sâ dirâk Moizez, enn abek d’ar c’houliou a oa deûet d’ézhô, kerkoulz ha d’ann dûd holl eûz ann Éjipt.

12. Hag ann Aotrou a galédaz kaloun Faraon, hag hé-man na zélaouaz két Moizez hag Aaron, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou da Voizez.

13. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Saô diouc’h ar min̄tin, ha kéa da gavout Faraon, ha lavar d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann Hébréed : Lez da von̄t va fobl, évit ma rai eur sakrifiz d’in.

14. Râg er wéach-man̄ é kasinn va holl c’houliou war da galoun, ha war da zervicherien, ha war da bobl ; évit ma wézi pénaoz n’eûz hini hén̄vel ouz-in enn douar holl.

15. Râk bréma é astenninn va dourn, hag é kasinn ar vosen war-n-od ha war da bobl, ha té a zizeriô diwar ann douar.

16. Dré-zé eo em eûz da lékéat évid diskouéza enn-od va ners, ha ma vézô brudet va hanô enn douar holl.

17. Ha c’hoaz é talc’hez va fobl, ha na fell két d’id hé lézel da von̄t ?

18. Chétu éz ann war-c’hoaz ha d’ann heur-man̄, da c’hlaôia eur c’hazarc’h brâz, hén̄vel out péhini n’eûz két bét gwélet enn Éjipt, abaoé ann deiz ma eo bét savet bété vréma.

19. Kâs éta bréma ha dastum da loéned, ha kémen̄d a zô d’id er parkou ; râk kémen̄d dén, kémen̄t loen, ha kémen̄t trâ en em gavô er-méaz, ha na vézô két tennet eûz ar parkou, a vézô skôet gan̄d ar c’hazarc’h, hag a varvô.

20. Ar ré eûz a zervicherien Faraon péré a zoujé gér ann Aotrou a lékéaz hô mévellou hag hô loéned d’en em denna enn tiez.

21. Hôgen ar ré péré a zisprizaz gér ann Aotrou, a lézaz hô mévellou hag hô loéned er parkou.

22. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Astenn da zourn war-zû ann én̄v, évit ma kouézô kazarc’h é holl vrô ann Éjipt, war ann dûd, ha war al loéned, ha war ann holl louzou eûz ar parkou é douar ann Éjipt.

23. Ha Moizez a astennaz hé wialen war-zû ann én̄v, hag ann Aotrou a zigasaz kurun ha kazarc’h ha tân réd war ann douar, hag ann Aotrou a lékéaz glaôia kazarc’h war zouar ann Éjipt.

2i. Ar c’hazarch hag ann tân a gouézé ann eil é-mesk égilé (T) : ha kenn téô é oé ar c’hazarc’h ; na oé biskoaz araok gwélét kémen̄d all é holl vrô ann Éjipt, abaoé ma oa deûed da vrôad.

25. Ar c’hazarc’h é holl vrô ann Éjipt a skôaz war gémen̄t en em gavaz er parkou, adaleg ann dûd bétég al loéned. Ar c’hazarc’h a skôaz ive war holl louzou ar parkou, hag a dorraz ar gwéz holl.

26. É brô Jésen hép-kén, é péléac’h édô bugalé Israel, na gouézaz két ar c’hazarc’h-zé.

27. Neûzé Faraon a lékéaz gervel Moizez hag Aaron, hag a lavaraz d’éz-hô : Péc’hed em eûz c’hoaz ar wéach-man̄ ; gwirion eo ann Aotrou ; ha mé ha va fobl a zô tûd fallakr.

28. Pédid ann Aotrou évit ma éhanô kurun Doué, hag ar c’hazarc’h ; ha mé hô lézô da von̄t, ha na choumot mui aman̄.

29. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : Pa vézinn éat er-méaz eûz a géar, éc’h astenninn va daouarn étrézég ann Aotrou, hag éc’h éhanô ar c’hurun, ha na vézô mui a gazarc’h ; évit ma wézi pénaoz eo ann douar d’ann Aotrou.

30. Hôgen mé a oar pénaoz na zoujez két c’hoaz ann Aotrou Doué, na té, na da zervicherien.

31. Al lin hag ann heiz a oé gwastet, ô véza ma oa dic’héotet ann heiz, ha ma oa al lin savet é hâd ;

32. Hôgen ar gwiniz hag ar ségal na oen̄t két gwastet, ô véza ma oan̄t divézatoc’h.

33. Ha pa oé éat Moizez diout Faraon, hag er-méaz eûz a géar, é astennaz hé zaouarn étrézég ann Aotrou : hag ar c’hurun hag ar c’hazarc’h a éhanaz, ha na gouezaz mui a c’hlaô war ann douar.

34. Hôgen pa wélaz Faraon pénaoz é oa éhanet ar glaô hag ar c’hazarc’h, hag ar c’hurun, é kreskaz hé béc’hed :

35. Hag hé galoun, hag hini hé zervicherien a bounéraaz hag a galédas mui-oc’h-vui ; ha na lézaz két da von̄t bugalé Israel, ével m’en dôa gourc’hemennet ann Aotrou dré zourn Moizez.


————


X. PENNAD.


Eizved gouli, kiḻéien-raden. Naved gouli, tévalien.


1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Kéa da gavout Faraon ; râk kalédet em eûz he galoun, ha kaloun hé zervicherien, évit ma tiskouézinn va arouésiou enn-han̄ ;

2. Hag évit ma tanévelli d’az pugalé, ha da vugalé da vugalé pét gwéach em eûz skôet war ann Éjiptianed, ha péd arouéz em eûz diskouézet enn-hô ; hag évit ma wiot pénaoz éo mé ann Aotrou.

3. Moizez hag Aaron a zeûaz éta da gavout Faraon, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann Hébréed : Bété pégeit na fellô két d’id douja d’in ? Lez va fobl da von̄t, évit ma rai eur sakrifiz d’in.

4. Ma énébez c’hoaz, ha ma na fell két d’id hé lézel da von̄t, é tigasinn war-c’hoaz kiḻéien-raden enn da vrô.

5. Ar ré-man̄ a c’holôi gorré ann douar, ha na vézô gwélet tamm anézhan̄. Hag hî a zebrô kémen̄d a vézô choumet war-zilerc’h ar c’hazarc’h : râg hî a griñô ann holl wéz a zâv er parkou.

6. Hag hî a leûniô da diez, ha tiez da zervicherien, ha tiez ann holl Ejiptianed ; enn hévélep doaré n’hô deûz gwélet da dadou, na tadou da dadou kémen̄d all, abaoé ma in̄t deûet war ann douar, bété vréman̄. Ha Moizez a zistroaz kuit diout Faraon.

7. Hôgen servicherien Faraon a lavaraz d’ezhan̄ : Bété pégeit é c’houzan̄vimp-ni ann trouz-zé ? Lez da von̄t ann dûd-zé évit ma rain̄t eur sakrifiz d’ann Aotrou, hô Doué. Ha na wélez-té két pénaoz eo gwâstet ann Éjipt ?

8. Hag hî a c’halvaz adarré Moizez hag Aaron da gavout Faraon, péhini a lavaraz d’ézhô : It, ha grîd eur sakrifiz d’ann Aotrou, hô Toué ; hôgen piou eo ar ré a dlé mon̄t ?

9. Ha Moizez a lavaraz : Mon̄d a raimp gan̄d hor bugale, ha gan̄d hor ré-gôz, gan̄d hor mipien ha gan̄d hor merc’hed, gan̄d hon dén̄ved ha gan̄d hor saoud : râg goél liduz ann Aotrou, hon Doué, eo.

10. Ha Faraon a lavaraz d’ézhô : Ra vézô ann Aotrou gan-é-hoc’h, enn hévélep doaré ma hô lézinn da von̄t, c’houi hag ho pugalé. Piou a hellfé béza é mar hô pé c’houi eur gwall goun ?

11. Na vézô két gréat kémen̄t-sé ; hôgen ît, c’houi hép-kén, goazed, ha grîd eur sakrifiz d’ann Aotrou ; râk chetu pétrâ hoc’h eûz goulennet hoc’h-unan. Ha rak-tâl é oen̄t kaset-kuît eûz a-zirâk Faraon.

12. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Astenn da zourn war zouar ann Éjipt, évid digas kiḻéien-raden, péré a biñô war ann douar, hag a wastô ann holl c’héot a vézô choumet war-zilerc’h ar c’hazarc’h.

13. Ha Moizez a astennaz hé wialen war zouar ann Éjipt : hag ann Aotrou a zigasaz eunn avel leskidik, héd ann deiz hag héd ann nôz, ha pa zeûaz ar min̄tin ann avel leskidik a lékéaz da zével kiḻeien-raden.

14. Ar ré-man̄ a iéaz war holl vrô ann Éjipt, hag a choumaz war harzou ann Ejipt enn eunn niver ker brâz, na oé gwélet, nag araok, na goudé, eunn hévélep niver.

15. Hag hî a c’hôlôaz ann douar holl, hag a wastaz pep-trâ. Loun̄ka a réjon̄d éta géod ann douar, ha kémen̄t frouez a oa choumet war ar gwéz a zilerc’h ar c’hazarc’h ; ha na choumaz nétrâ a c’hlâz na war ar gwéz, nag er géot, é holl vrô ann Éjipt.

16. Râk-sé Faraon a c’halvaz râk tâl Moizez hag Aaron, hag a lavaraz d’ézhô : Péc’hed em eûz a-éneb ann Aotrou hô Toué, hag enn hoc’h énep-hu.

17. Hôgen distaolit d’in ar péc’hed-man̄ évid eur wéach c’hoaz, ha pédid ann Aotrou, hô Toué, ma tennô ar marô zé diouz-in.

18. Ha Moizez ô véza éat-kuît diouc’h Faraon, a bédaz ann Aotrou ;

19. Péhini a lékéaz da c’houéza eunn avel gré-meûrbéd eûz ar c’hus-héol, a dennaz gan̄t han̄ ar giḻéien-raden, hag hô zaolaz er môr Rûz. Ha na choumaz hini enn holl Éjipt.

20. Hôgen ann Aotrou a galédaz kaloun Faraon, hag hé-man̄ na lézaz két da von̄t bugalé Israel.

21. Ann Aotrou a lavaraz éta da Voizez : Astenn da zourn war-zû ann én̄v ; ha ra vézô tévalien war zouar ann Éjipt, kenn téo ha ma vézô gellet hô dournata.

22. Ha Moizez a astennaz hé zourn war-zû ann én̄v ; hag eunn dévalien eûzuz a zavaz war holl vrô ann Éjipt é-pâd tri dervez.

23. Dén na wélé hé vreûr, ha ha grédé két fin̄va eûz al léac’h e péhini ma édô ; hôgen é pé léac’h-bennâg ma choumé bugalé Israel éz oa sklérijen.

21. Ha Faraon a c’halvaz Moizez hag Aaron, hag a lavaraz d’ézhô : It, ha grid eur sakrifiz d’ann Aotrou ; ra choumô hép-kén hô tén̄ved hag hô saoud, ha ra’z ai hô pugalé gan-é-hoc’h.

25. Ha Moizez a lavaraz : Rei a rî ivé d’é-omp hostivou ha loéned-losket, évit ma hô c’hennigimp d’ann Aotrou, hon Doué.

26. Hon holl loéned a gerzô gan-é-omp, ha na choumô ket eunn ivin anézhô ; ézomm hon eûz anézhô évid azeûlidigez ann Aotrou, hon Doué ; pa eo gwîr pénaoz na ouzomp két pétrâ a dléimp da laza, kén na vézimp eat di.

27. Hôgen ann Aotrou a galédaz kaloun Faraon, ha na fellaz kéd da hé-man̄ hô lézel da von̄t-kuit.

28. Ha Faraon a lavaraz da Voizez : Pella diouz-in, ha laka évez na wéli mui va dremm : râg é pé zeiz-bennâg ma en em ziskouézi dira-z-oun, é varvi.

29. Ha Moizez a lavaraz : Gréad é vézô ével ma lévérez ; na wélinn mui da zremm.


————


XI. PENNAD.


Divéza gouli, marô ar ré gen̄ta-ganet.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Német eur gouli hép-kén na daolinn mui war Faraon ha war ann Éjipt ; ha goudé-zé hô lézô da von̄t, hag hoc’h hastô da von̄t-kuît.

2. C’houi a lavarô éta d’ann holl bobl, ma c’houlennô pép goâz dioud hé viñoun, ha pép maouez dioud hé amézégez, listri arc’han̄t hag aour.

3. Hag ann Aotrou a rôi trugarez d’hé bobl dirâg ann Éjiptianed. Ha Moizez a oa eunn dén brâz-meûrbéd é brô ann Éjipt, dirâk servicherien Faraon ha dirâg hé bobl.

4. Ha Moizez a lavaraz : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : Da han̄ter-nôz éz inn hag é kerzinn dré ann Éjipt (M) :

5. Ha pép ken̄ta-ganet eûz a vrô ann Éjipt a varvô, adalek ken̄ta-ganet Faraon, péhini a zô azézet war hé drôn, bété ken̄ta-ganet ar vatez, péhini a drô ar méan-vilin, ha ken̄ta-ganet ann holl loéned.

6. Hag eur c’harm brâz a vézô é holl vrô ann Éjipt, ha ker brâz ha na oé gwélet ken̄t, ha na vézô gwélet goudé ;

7. Râg é-touez bugalé Israel, adaleg ann dén bétég al loéned, na vézô két klévet eur c’hi oc’h harzal : évit ma wiot gan̄t péger brâz burzud é tilenn ann Aotrou ann Éjiptianed dioud Israel.

8. Neûzé da holl zervicherien a zô aman̄ a zeûi étrézég enn-oun, hag a azeûlô ac’hanoun, ô lavarout : Kéa-kuît, té hag ann holl bobl a zô dindân da véli ; ha goudé-zé éz aimp-kuît.

9. Ha Moizez en em dennaz a~zirâk Faraon, eunn drouk brâz enn-han̄ (T). Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Faraon n’hô sélaouô két, évit ma c’hoarvézô kalz a arouésiou é brô ann Éjipt.

10. Moizez hag Aaron a réaz dirâk Faraon ann holl vurzudou a zô skrivet. Hag ann Aotrou a galédaz kaloun Faraon, péhini na lézaz két bugalé Israel da von̄t-kuît eûz hé vrô.


————


XII. PENNAD.


Oan bask. Bara dic’hoell. Marô ar ré gen̄ta-ganet eûz ann Éjipt.


1. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez ha da Aaron, é douar ann Éjipt :

2. Ar mîz~man̄ a vézô évid-hoc’h ar c’hen̄ta eûz ar misiou ; ar c’hen̄ta é vézô eûz a visiou ar bloaz.

3. Komzit oud holl bagad bugalé Israel, ha livirid d’ézhô : D’ann dékved deiz eûz ar mîz-man̄, ra gémérô pép-hini eunn oan évid hé dûd hag évid hé dî.

4. Hôgen ma n’eûz két a-walc’h a dûd enn tî évit dibri ann oan, é kémérô é tî hé amézek, ann tosta d’hé hini, ann niver a dûd a vézô red évid dibri ann oan.

5. Ann oan a vézô dinam, pâr ha bloasiad. Béz’ é hellot ivé kéméroud eur menn-gaour, gan̄t ma vézô ével sé.

6. Ha c’houi hé virô bétég ar pévarzékved deiz eûz ar mîz-zé ; hag ann niver brâz eûz a vugalé Israel a lazô anézhan̄ war ar pardaez.

7. Hag hî a gémérô eûz hé c’hoad, hag a lakai war ann daou bost ha war c’hourinou ann ôriou eûz ann tiez é péré é tebrin̄t anézhan̄.

8. Hag ar c’hig a zebrin̄t enn nôz-zé, goudé béza hé rostet oud ann tân, ha baraou dic’hoell, gan̄t lezégézed c’houéz.

9. Na zebrot anézhan̄ nétrâ a griz, na poazet enn dour, hôgen hép-kén rôstet oud ann tân ; dibri a réot hé benn, gan̄d hé dreid hag hé vouzellou.

10. Ha na choumô nétrâ anézhan̄ bétég ar min̄tin. Mar choum eunn dra-bennâg, hel loskot enn tân.

11. Hôgen ével-henn hen debrot : hô tigroazel a c’hourizot, péb a ré voutou hô pézô enn hô treid, hag eur vâz enn hô tourn, hag é tebrot buan, râg ar Pask eo, da lavaroud eo, tréménadur ann Aotrou.

12. Ha mé a dréménô dré vrô ann Éjipt enn nôz-zé, hag a skôi gan̄t pép ken̄ta-ganet é douar ann Éjipt, adaleg ann dén, bétég al loen ; ha mé a zougô va barn war holl zouéou ann Éjipt, mé péhini eo ann Aotrou.

13. Hôgen ar goâd a vézô d’é-hoc’h da arouéz enn tiez é péré é viot ; ha pa wélinn ar goâd, é tréméninn é-biou d’é-hoc’h ; hag ar gouli gwastuz na gouézô két war-n-hoc’h, pa skôinn war zouar ann Éjipt.

14. Ann deiz-man̄ a vézô da vének d’é-hoc’h, ha c’houi her mirô da c’houel d’ann Aotrou a-wenn-é-wenn dré eul lid peûr-baduz.

15. É-pâd seiz dervez é tebrot bara dic’hoell. Adaleg ann deiz ken̄ta na vézô kéd a c’hoell enn hô tiez ; ha piou-bennâg a zébrô bara goell adaleg ann deiz ken̄ta bétég ar seizved deiz, a gollô hé vuez enn Israel.

16. Ann deiz ken̄ta a vézô san̄tel ha liduz, hag ar seizved deiz a vézô ivé eur gouel kenn énoruz hag égilé. Na réot labour é-béd enn deisiou zé, némed é kémen̄d a zell oud ar boéd.

17. Miroud a réod éta gouel ar bara dic’hoell ; râg enn deiz-zé eo é tigasinn hoc’h armé er-méaz eûz a vrô ann Éjipt ; hag é mirot ann deiz-zé a-wenn-é-wenn dré eul lid peûr-baduz.

18. Er miz ken̄ta, d’ar pevarzekved deiz eûz ar mîz, war ar pardaez, é tebrot bara dic’hoell, bétég ann unan war-n-ugen̄t eûz ann hévélep mîz war ar pardaez.

19. E-pâd seiz dervez na vézô két kavet a c’hoell enn hô tiez. Piou bennâg a zebrô bara goell, a gollô hé vuez é-kreiz Israel, kenn ann dûd a-ziavéaz, kenn tûd ar vrô. (T).

20. Na zebrot nétra a vé goell enn-han̄ (T) ; enn hô tiez holl é tebrot bara dic’hoell.

21. Hôgen Moizez a c’halvaz ann holl ré gôz eûz a vugalé Israel, hag a lavaraz d’ézhô : It ha kémérid eunn oan dré bép tiad, ha lazid ar Pask.

22. Soubit eur vôdennik sikadez er goâd a zô war-harz ann ôr, ha sparfit gan̄t-han̄ ar gourin, hag ann daou bost. N’az aet hini ac’hanoc’h er-méaz eûz a zôr hé di abarz ar min̄tin.

23. Râg ann Aotrou a dréménô hag a skôi gan̄d ann Éjiptianed ; ha pa wélô ar goâd war ar gourin, ha war ann daou bost, é tréménô é-biou d’hô tî, ha na lézô két ar gwaster da von̄d enn hô tiez, ha da skei gan-é-hoc’h.

24. Mir ar gér-man̄ ével eunn dra reiz évid-od, hag évid da vugalé da-vikenn.

25. Ha pa viot éat enn douar a rôi d’é-hoc’h ann Aotrou, hervez hé c’hér, é mirod al lidou-zé.

26. Ha pa lavarô d’é-hoc’h hô pugalé : Pétrâ eo al lîd-zé ?

27. É léverrot d’ézhô : Viktim tréménadur ann Aotrou éo, pa dréménaz é-biou da diez bugalé Israel enn Éjipt, pa skôaz gan̄d ann Éjiptianed ha pa zieûbaz hon tiez. Neûzé ar bobl a stouaz hag a azeûlaz ann Aotrou.

28. Ha bugalé Israel ô véza éat-kuît, a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez ha da Aaron.

29. Hôgen wardrô hanter-nôz, ann Aotrou a skôaz gan̄d pép ken̄ta-ganet é brô ann Éjipt, adalek ken̄ta-ganet Faraon, péhini a oa azézet war hé drôn, bété ken̄ta-ganet ar sklavez, péhini a oa er vac’h, ha pép ken̄ta-ganet al loéned.

30. Faraon a zavaz a-zoug ann nôz, hén hag hé holl zervicherien, hag ann holl Éjiptianed ; hag eur c’harm brâz a zavaz enn Éjipt ; râk né oa ti é-béd é péhini n’en em gavé eunn dén marô.

31. Ha Faraon ô véza galvet Moizez hag Aaron enn hévélep nôz, a lavaraz d’ézhô : Savit, hag it-kuît eûz a greiz va fobl, c’houi ha bugalé Israel ; ît, ha grîd eur sakrifiz d’ann Aotrou, ével ma livirit.

32. Kasit gan-é-hoc’h hô tén̄ved hag hô saoud, ével ma hoc’h eûz hé c’houlennet, hag ô von̄t-kuît bennigit ac’hanoun.

33. Ann Éjiptianed a zifrée ivé ar bobl da von̄t buan er-méaz eûz ar vrô, ô lavarout : Holl é varvimp.

34. Ar bobl a géméraz ann toaz ken̄t ma oa gô ; ha goudé béza hé éréet enn hô diḻad, hel lekéjon̄t war hô diskoaz.

35. Bugalé Israel a réaz ivé ar péz en dôa gourc’hémennet Moizez ; hag hî a c’houlennaz digan̄d ann Éjiptianed listri arc’han̄t hag aour, ha kalz a ziḻad.

36. Hag ann Aotrou a lékéaz hé bobl da gaout trugarez dirâg ann Éjiptianed évit ma rajé ar ré-man̄ dudi d’ézhô : hag hî a zibourc’haz ann Éjiptianed.

37. Ha bugalé Israel a iéaz-kuît eûz a Ramésez da Zokot, hag hî war-drô c’houéch kan̄t mil dén war droad, hép nivéri ar vugalé.

38. Hôgen béz’ éz oa enn hô mesk eul lôd brâz a bobl, ha kalz a zén̄ved, a zaoud, hag a loéned a bép rumm.

39. Hag hî a boazaz ann toaz hô dôa digaset a névez oa eûz ann Éjipt ; hag é réjon̄t baraou dic’hoell poazet dindân al ludu ; râk n’hô dôa két gellet hô lakaad da c’hôi, ô véza ma hô rédié ann Éjiptianed da von̄t-kuit ha n’hô lezen̄t két da zaléa ; ha n’hô dôa két gellet ken-nébeût aoza boéd é-béd évid ann hen̄t.

40. Hôgen ann amzer ma oa choumet bugalé Israel enn Éjipt, a oé eûz a bévar-c’han̄t trégon̄t vloaz ;

41. Goudé péré, enn hévélep deiz holl armé ann Aotrou a iéaz er méaz eûz ann Éjipt.

42. Ann nôz-zé é péhini ann Aotrou en deûz hô zennet eûz ann Éjipt, a dlé béza miret d’ann Aotrou : miret é tlé béza gan̄t holl vugalé Israel, ha gan̄t hô gwenn.

43. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez ha da Aaron : Chétu aman̄ lid ar Pask. Diavésiad é-béd na zébrô anézhan̄.

44. Pép sklâv a vézô bét prénet, a vézô amdrouc’het, ha goudé-zé é tebrô anézhan̄.

45. Ann diavésiad hag ar gôpraer na zebrin̄t két anézhan̄.

46. Enn eunn ti hepken é vézô debret. Na zougot két eûz hé gîk er-méaz ; ha na dorrot askourn é-béd d’ezhan̄.

47. Holl strollad Israel a rai anezhan̄.

48. Mar fell da eunn diavésiad en em unani gan-é-hoc’h, hag ôber Pask ann Aotrou, ra vézô amdrouc’het pép goâz anézhô, ha neûzé hel lidô ervâd : hag hén a vézô ével pa vé ganet enn hô prô ; hôgen nép na vézô két amdrouc’het, na zebrô két anézhan̄.

49. Hével é vézô al lézen évit tûd ar vrô hag évid ann diavésidi a zeûi da choum enn hô mesk.

50. Holl vugalé Israel a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez ha da Aaron.

51. Hag enn hévélep deiz-zé é tennaz ann Aotrou bugalé Israel eûz a vrô ann Éjipt, enn hô rummadou.


————


XIII. PENNAD.


Doué a c’hourc’hémenn kenniga d’ézhan̄ ar ré gen̄ta-ganet, kenn eûz ann dûd, kenn eûz al loéned.


1. Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Gwéstl d’in pép ken̄ta-ganet a zigor ar c’hôv é-touez bugalé Israel, kenn eûz ann dûd, kenn eûz al loéned ; râk pép-trâ a zô d’in.

3. Ha Moizez a lavaraz d’ar bobl : Hô pézet koun eûz ann deiz-zé é péhini oc’h deûet er-méaz eûz ann Éjipt hag eûz a dî ar sklavérez ; râg ann Aotrou en deûz hô tennet ac’hanô gan̄d eunn dourn kré ; râk-sé, na zebrot két bara gô.

4. Hiriô éz îd er-méaz é mîz ar frouez névez.

5. Ha pa en dévézô ann Aotrou da lékéat da von̄t é douar ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed, en deûz touet d’az tadou ma rôjé d’id, douar é péhini é rédô léaz ha mél, é mirot al lid sakr-zé er mîz-man̄.

6. É-pâd seiz dervez é tebrot bara dic’hoell ; hag er seizved dervez é vézô lîd ann Aotrou.

7. Bara dic’hoell a zebrot é-pâd seiz dervez ; ha na vézô gwélet nétrâ a c’hô enn hô tiez, nag enn tiez trô-war-drô.

8. Ha té a gomzô oud da vâb enn deiz-zé, ô lavarout : Chétu pétrâ en deûz gréat ann Aotrou d’in, pa ounn deûet er-méaz eûz ann Éjipt.

9. Hag ann dra-man̄ a vézô ével eunn arouéz enn hô tourn, hag é-doaré eur mének dirâg hô taoulagad, évit ma vézô bépréd lézen ann Aotrou enn da c’hénou ; râg ann Aotrou en deûz da dennet gan̄d eunn dourn kré eûz ann Éjipt.

10. Al lid-zé a virot enn amzer verket, a-vloaz-é-bloaz.

11. Ha pa en dévézô ann Aotrou da lékéat da von̄d é douar ar C’hananéed, é c’hîz ma en deûz hé douet d’îd, ha d’az tadou, ha ma en dévézô he rôet d’îd ;

12. É ranni évid ann Aotrou kémen̄d a zigor kôv hé vamm, ha kémen̄d a zô ganet da gen̄ta é touez da loéned ; ha kémen̄t pâr ez pézô a wéstli d’ann Aotrou.

13. Evit ar c’hen̄ta-ganet eûz a eunn azen, é roi eunn oan ; ma n’her prénez két er chîz-sé (M), é lazi anézhan̄. Hôgen pép ken̄ta-ganet eûz da vipien a bréni gan̄d arc’han̄t.

14. Ha ma ra da vâb ar goulenn-man̄ digan-éz eunn deiz da zon̄t, ô lavarout : Pétrâ éo ann dra-man̄ ? E liviri d’ezhan̄ : Ann Aotrou en deûz hon tennet gan̄d eunn doum kré eûz a zouar ann Éjipt, eûz a dî ar sklavérez.

15. Râk Faraon ô véza en em galédet, ha na fellé két d’ézhan̄ hol lézel da von̄t, ann Aotrou a lazaz pép ken̄ta-ganet é brô ann Éjipt, adalek ken̄ta-ganet ann dén, bété ken̄ta-ganet al loéned ; râk-sé éo é wéstlann d’ann Aotrou kémen̄t pâr a zigor kôv hé vamm, hag é prénann pép ken̄ta-ganet eûz va mipien.

16. Ann dra-man̄ a vézô éta ével eunn arouéz enn da zourn, hag ével eunn dra a-ispiḻ dirâk da zaou-lagad, évid én̄vor ; ô véza ma en deûz ann Aotrou hon tennet gan̄d eunn dourn kré eûz ann Éjipt.

17. Hôgen pa gasaz Faraon ar bobl kuît, n’hô c’hasaz két Doué dré hen̄t brô ar Filistined, péhini eo ann nésa, gan̄d aoun na zeûjen̄t da gaout keûz, pa weljen̄t ar brézel ô sevel enn hô enep, ha na zistrôjen̄t d’ann Éjipt.

18. Hôgen hô lakaad a réaz da ôber ann drô dré hen̄d ann distrô, a zô war-hars ar môr Rûz ; ha bugalé Israel a iéaz er-méaz eûz ann Éjipt hag hî armet.

19. Moizez a gasaz ivé gan̄t-han̄ eskern Jozef, hervez m’en dôa hé-man̄ pédet stard gan̄t lé bugalé Israel, ô lavarout : Doué a zeûiô d’hô kwélout ; kasit ac’hann va eskern gan-é-hoc’h.

20. Hag hî ô véza éat-kuît eûz a Zokot, a ziazézaz hô c’hamp é Étam, war léz ann distrô.

21. Hôgen ann Aotrou a gerzé enn hô raok (T) évid diskouéza ann hen̄t d’ézhô, é doaré eur peûl koabr é-pâd ann deiz, hag é doaré eur peûl tân é-pâd ann nôz, évit ma hô rénché é peb amzer.

22. Biskoaz na éhanaz en em ziskouéza dirâg ar bobl ar peûl-koabr é-pâd ann deiz, hag ar peûl-tân é-pâd ann nôz.


————


XIV. PENNAD.


Bugalè Israel a dreûz ar môr Rûz hép glibia hô zreid.


1. Hôgen ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Lavar da vugalé Israel ma tistrôin̄t ha ma tiazézin̄t hô c’hamp dirâk Fihahirot, péhini a zô étré Magdala hag ar môr, râg-énep da Veelséfon ; ha c’houi a lakai hô kamp énô war ar môr.

3. Râk Faraon a lavarô diwar-benn bugalé Israel : Strizet in̄t enn douar, ha serret enn distrô.

4. Ha mé a galédô hé galoun, hag hén̄ a rédô war hô lerc’h ; ha mé a vézô meûlet é Faraon, hag enn hé holl armé, hag ann Éjiptianed a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. Ha bugalé Israel a réaz ével-sé.

5. Ha rôed é oé da anaout da roué ann Éjiptianed pénaoz é oa téc’het ar bobl a Israel. Neûzé é troaz kaloun Faraon hag hé zervicherien é-kén̄ver ar bobl, hag é léverchon̄t : Pétrâ eo bét fellet d’é-omp da ôber pa hon eûz lézet Israel da von̄t ; évit na vijé mui dindân hor gwazoniez ?

6. Hag hén̄ a biñaz war hé garr, hag a gasaz gan̄t-han̄ hé holl bobl.

7. Kâs a réaz ivé c’houec’h kan̄t karr dilennet, hag ann holl girri a ioa enn Éjipt, hag holl bennou ann armé.

8. Hag ann Aotrou a galédaz kaloun Faraon, roué ann Éjipt, hag hé-man̄ a iéaz war-lerc’h bugalé Israel. Hôgen ar ré-man̄ a oa éat-kuit dindân eunn dourn uc’hel.

9. Ann Éjiptianed éta ô von̄t war hô lerc’h, hô c’havaz enn hô c’hamp war aot ar môr. Holl varc’héien hag holl girri Faraon, hag hé holl armé a zeûaz bété Fihahirot, râg-énep da Véelséfon.

10. Ha pa dôstéé Faraon, bugalé Israel ô sével hô daoulagad, a wélaz ann Éjiptianed war hô lerc’h, hag hî a oé spoun̄tet brâz, hag a c’harmaz oud ann Aotrou,

11. O lavarout da Voizez : Na oa két martézé a vésiou enn Éjipt, ha dré-zé eo éc’h eûz hon digaset évit mervel enn distrô. Pétrâ eo bét fellet d’îd da ôber, pa éc’h eûz hon tennet eûz ann Éjipt ?

12. Ha na gomzemp két ouz-id ével-sé enn Éjipt, ô lavarout : Pella diouzomp, évit ma vézimp dindân gwazoniez ann Éjiptianed ? Râg gwell é oa d’é-omp beza dindân hô gwazoniez égét mervel enn distrô.

13. Ha Moizez a lavaraz d’ar bobl : N’hô pézet kéd a aoun ; savit, ha gwélit ar vurzudou a dlé ôber hiriô ann Aotrou ; râg ann Éjiptianed-zé péré a wélit bréma, n’hô gwélot mui bikenn.

14. Ann Aotrou a stourmô évid-hoc’h, ha c’houi a davô.

15. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Pérâg é c’harmez-té étrézég enn-onn ? Lavar da vugalé Israel kerzout.

16. Hôgen té, saô da wialen hag astenn da zourn war ar môr, ha rann-hén̄, évit ma kerzô bugalé Israel é-kreiz ar môr war ar séac’h.

17. Ha mé a galédô kaloun ann Éjiptianed évit m’az ain̄t war hô lerc’h ; ha mé a vézô meûlet é Faraon, hag enn hé holl armé, hag enn hé girri, hag enn hé varc’héien.

18. Hag ann Éjiptianed a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, pa vézinn bét meûlet é Faraon, hag enn hé girri, hag enn hé varc’héien.

19. Neûzé ann éal Doué, péhini a iéa a-raok kamp Israel, en em lékéaz war hô lerc’h ; hag enn hévéleb amzer ar peûl-koabr ô tilézel ar penn araok, en em lékéaz er penn adren̄,

20. Etré kamp ann Éjiptianed ha kamp Israel ; hag ar goabren a oa téval évid ann Éjiptianed, hag a c’houlaoué é-pâd ann nôz évid Israel, enn hévélep doaré na heljon̄t két tôstaad ann eil ouc’h égilé a-héd ann nôz.

21. Ha pa en dôé Moizez astennet hé zourn war ar môr, ann Aotrou a zam-zigorâz anézhan̄ ô lakaad da c’houéza eunn avel gré ha leskidik a-héd ann nôz, péhini a zizéc’haz ar môr ; hag ann dour a oé rannet.

22. Ha bugalé Israel a iéaz dré greiz ar môr a oa dizéc’het ; râg ann dour a oa savet ével eur vôger a zéou hag a gleiz d’ézhô.

23. Hag ann Éjiptianed péré a gerzé war hô lerc’h a heûliaz anézhô dré greiz ar môr gan̄d holl gézek Faraon, hag hé girri, hag hé varc’héien.

24. Ha pa oé deûet beḻ ar min̄tin, ann Aotrou ô véza sellet out kamp ann Éjiptianed dré greiz ar peûl-tân ha koabr, a zisman̄taz hô armé.

25. Hag hén̄ a dorraz rôdou hô c’hirri, hag hî a oé diskaret d’ann traon̄. Hag ann Éjiptianed a lavaraz : Tec’homp diouc’h Israel, râg ann Aotrou a stourn évit-hô enn hon énep.

26. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Astenn da zourn war ar môr, évit ma tistrôi ann douréier war ann Éjiptianed, war hô c’hirri ha war hô marc’héien.

27. Moizez a astennaz he zourn war ar môr ; ha da darz ann deiz é tistrôaz ar môr d’hé gen̄ta léac’h. Ha pa en em lékéaz ann Éjiptianed da dec’ hi, ann doureier a zeûaz a-énep d’ézhô, hag ann Aotrou hô strôbaz é-kreiz ar c’hoummou.

28. Distrei a réaz éta ann douréier, hag é c’hôlôchon̄t ar c’hirri hag ar varc’héien eûz a holl armé Faraon, a oa deûed er môr war-lerc’h Israel ha na déc’haz hini anézhô.

29. Hôgen bugalé Israel a gerzaz a dreid séac’h dré greiz ar môr, hag ann douréier a oa évit-hô ével eur vôger a zéou hag a gleiz.

30. Ével-sé ann Aotrou a dennaz Israel enn deiz-zé eûz a zourn ann Éjiptianed.

31. Hag hî a wélaz korfiou marô ann Éjiptianed war aod ar môr, hag ar galloud brâz en dôa diskouézet ann Aotrou enn hô énep ; hag ar bobl a zoujaz ann Aotrou, hag a grédaz d’ann Aotrou, ha da Voizez, he zervicher.


————


XV. PENNAD.


Kanaouen a drugarez. Douréier c’houerô.


1. Neûzé Moizez ha bugalé Israel a ganaz ar ganaouen-man̄ d’ann Aotrou, ô lavarout : Kanomp d’ann Aotrou ; râk diskouézet en deûz éz eo brâz-meûrbed, hen hag hé c’hloar (T) ; taolet en deûz er mor ar marc’h hag hé varc’hek.

2. Va ners ha va meûleûdi eo ann Aotrou ; ha da zilvidigez eo deûet d’in ; Hén̄ eo va Doué, ha mé her meûlô ; Doué va zâd, ha mé hen uc’hélai meûrbéd.

3. Ann Aotrou a zô ével eunn dén-a-vrézel, holl-c’halloudek eo hé hanô.

4. Kirri Faraon hag hé armé en deûz taolet er môr ; ar ré vrasa eûz hé brin̄sed a zô bét beûzet er môr Rûz.

5. A1 loun̄k en deûz hô c’hôlôet ; diskennet in̄t er gwéled ével eur méan.

6. Da zourn déou, Aotrou, en deûz diskouézet éz oud brâz ha galloudek (T) ; da zourn déou, Aotrou, en deûz skôet gan̄d ann énébour.

7. O véza ma’z eo brâz-meûrbed da c’hloar, éc’h eûz diskaret da énébourien, da vuanégez ec’h eûz digaset, hag hî é deûz hô bévézet ével eur gôlôen.

8. Gan̄d ar c’houézaden eûz da frouden ann douréier a zô en em zastumet : ann dour a rédé a zô choumet a zâ, hag al loun̄kou a zô en em zastumet é-kreiz ar môr.

9. Ann énébour en deûs lavaret : Mé a iélô war hô lerc’h, hag a dizô anézhô ; mé a rannô hô diwisk, ha va c’haloun a vézô leûn ; tenna a rinn va c’hlézé, ha va dourn hô lazô.

10. Da avel é deûz c’houézet, hag ar môr en deûz hô c’hôlôet. Beûzet in̄t bét ével ploum enn douréier diboell.

11. Piou a zô hén̄vel ouz-id, Aotrou, é-touez ar ré gré ? Piou a zô hén̄vel ouz-id, skéduz a zan̄télez, eûzuz ha meûluz, hag a ra burzudou ?

12. Astennet éc’h eûz da zourn, hag ann douar en deûz hô loun̄ket.

13. Deûed oud gan̄d da drugarez da réner d’ar bobl ec’h eûz dasprénet ; hé douget éc’h eûz gan̄d da ners bété da géar zan̄tel.

14. Ar poblou a zô savet, droug enn-hô (T) ; glac’haret-brâz eo bét ar ré a choum er Palestina.

15. Neûzé prin̄sed Édom a zô bét kéflusket ; ar spoun̄t a zô kroget er ré gré eûz a Voab ; ar ré holl a choum é Kanaan a zô bét dizéc’het gan̄d aoun.

16. R’en em daolô war-n-ézhô ann aoun hag ar spoun̄t gan̄d ar galloud eûz da vréac’h ; ra choumin̄t digéflusk ével eur garrek bété ma vezô tréménet da bobl, Aotrou, bété ma vézô tréménet ar bobl-zé éc’h euz prénet.

17. Té a gasô hag a stardô anézhô war vénez da zigwéz, er géar bostek éc’h eûz gréat da-unan, Aotrou, enn da zan̄tuar, Aotrou, hô deûz startéet da zaouarn.

18. Ann Aotrou a rénô da viken, hag enn tû-all d’ann amzeriou.

19. Rak Faraon a zô éat er môr war varc’h, gan̄d hé girri hag hé varc’héien ; hag ann Aotrou en deûz digaset war-n-ézhô ar môr ; hôgen bugalé Israel hô deûz kerzet enn hé greiz war ar séac’h.

20. Mari Profédez, c’hoar Aaron, a géméraz eunn taboulin enn hé dourn, hag ann holl verc’hed a iéaz war hé lerc’h gan̄t taboulinou, hag enn eur zan̄sa.

21. Ha Mari a gané da gen̄ta, ô lavarout : Kanomp d’ann Aotrou ; râk diskouézet en deûz hé veûrded gan̄t gloar ; taolet en deûz er môr ar marc’h hag hé varc’hek.

22. Neûzé Moizez a dennaz Israel eûz ar môr Rûz, hag hî a iéaz ébarz ann distrô a Zur ; ha goudé béza kerzet é-pâd tri dévez enn distrô, na gaven̄t kéd a zour.

23. Hag é teûjon̄t da Vara, ha na hellen̄t két éva eûz a zouréier Mara, ô véza ma oan̄t c’houerô. Dré-zé eo é oé rôed d’al léac’h-zé eunn hanô déréad, oc’h hé c’hervel Mara, da lavaroud eo c’houervder.

24. Hag ar bobl a grôzaz out Moizez, ô lavarout : Pétrâ a évimp-ni ?

25. Hôgen Moizez a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a ziskouézaz d’ézhan̄ koat, péhini, pa oé taolet gan̄t-han̄ enn douréier, hô lékéaz da véza c’houék. Énô é rôaz Doué d’ar bobl kélennou ha lézennou, hag énô éc’h arnodaz anézhô,

26. O lavarout : Mar sélaouez mouéz ann Aotrou da Zoué, ha mar gréz ar péz a zô reiz dira-z-han̄ ; mar sen̄tez oud hé c’hourc’hémennou, ha mar mirez hé holl gélennou, na daolinn két war-n-oud ann holl glén̄véjou em eûz taolet war ann Éjipt ; râk mé eo ann Aotrou az iac’ha.

27. Goudé-zé bugalé Israel a zeûaz da Élim, é péléac’h éz oa daouzék feun̄tenn zour, ha dék palmézen ha tri-ugen̄t ; hag hî a ziazézaz hô c’hamp é-tâl ann douréier.


————


XVI. PENNAD.


Doué a gâs ar Mann.


1. Hag hî a iéaz-kuît eûz a Élim, hag holl strollad bugalé Israel a zeûaz é distrô Sîn, a zô étré Élim ha Sinai, d’ar pemzékved deiz eûz ann eil miz, goudé ma oan̄t eat er-méaz eûz a vrô ann Ejipt.

2. Hag holl strollad bugalé Israel a grôzaz out Moizez hag Aaron enn distrô.

3. Ha bugalé Israel a lavaraz d’ézhô : A-ioul é vemp marô dré zourn ann Aotrou é brô ann Éjipt, pa édomp azézet é-tal ar podadou kîk, hag é tébremp bara diouc’h hor gwalc’h. Pérâg hoc’h eûz-hu hor c’haset enn distrô-man̄ évit lakaad da vervel gan̄d ann naoun ann holl bobl ?

4. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Chétu éz ann da c’hlaôia d’é-hoc’h bara eûz ann én̄v : r’az ai ar bobl da zastumi ar péz a zô réd d’ézhô évit pép dervez, évit ma wélinn hag hi a gerz em lézen, pé ma na gerz két.

5. Hôgen d’ar c’houec’hved deiz ra zastumin̄t kémen̄d a hellin̄t da virout ; diou wéach kémen̄d all ha ma in̄t boazet da zastumi bemdéz.

6. Neûzé Moizez hag Aaron a lavaraz da holl vugalé Israel : Hénôz é wiot pénaoz eo ann Aotrou en deûz hô tennet eûz a vrô ann Éjipt ;

7. Ha war-c’hoaz vin̄tin é wélot gloar ann Aotrou ; râk klevet en deûz hô krôz enn hé énep ; hôgen petrâ omp-ni, évit ma krôsac’h enn hon énep ?

8. Moizez a lavaraz c’hoaz : Ann Aotrou a rôi d’é-hoc’h hénôz kîk da zibri, ha war-c’hoaz vin̄tin bara diouc’h hô kwalc’h, ô véza ma en deûz klevet hô krôzou enn hé énep. Hôgen ni, pétrâ omp-ni ? Né kéd enn hon énep ema hô krôz, a-énep ann Aotrou eo.

9. Moizez a lavaraz ivé da Aaron : Lavar da holl strollad bugalé Israel : Dinésait dirâg ann Aotrou ; râk klevet en deûz hô krôz.

10. Ha pa gomzé Aaron oud holl strollad bugalé Israel, é selchon̄t oud ann distrô ; ha chétu gloar ann Aotrou en em ziskouézaz war ar goabren.

11. Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, o lavarout :

12. Klevet em eûz krôzou bugalé Israel ; lavar d’ézhô : Hénôz é tebrot kîk, ha war-c’hoaz vin̄tin hô pézô bara diouc’h hô kwalc’h ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, hô Toué.

13. Pa oé deûet éta ar pardaez, é savaz koaḻed, hag a c’hôlôaz ar c’hamp, ha diouc’h ar min̄tin é oé gwélet glîz a oa kouézet war-drô d’ar c’hamp.

14. Ha pa en dôé gôlôet gorré ann douar, é oé gwélet enn distrô eunn dra vunud, hag hén̄ ével pa vé brévet enn eul laouérik, hag a oa hén̄vel oud ar réô a gouéz war ann douar.

15. Pa wélaz bugalé Israel kémen̄t-sé, é léverchon̄t ann eil d’égilé : Man-hu ? Da lavaroud éo : Pétrâ eo ann dra-ze ? Râk na wien̄t két pétrâ é oa. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Hen-nez eo ar bara a rô d’é-hoc’h ann Aotrou da zibri.

16. Chétu pétrâ a c’hourc’hémenn ann Aotrou : Dastumet pép-hini anézhan̄ kémen̄d hag a zo réd d’ézhan̄ évid en em vaga ; eur gomor dré bép penn dén, kémen̄t-sé a gémerrot hervez ann niver eûz ar ré a choum é pép telt.

17. Ha mipien Israel a réaz ével sé ; hag é tastumchon̄t lôd muioc’h, lôd nébeûtoc’h.

18. Hag hî a ven̄taz diouc’h men̄t ar gomor ; hag ann hini en dôa dastumet kalz, n’en dôé két muioc’h ; hag ann hini en dôa dastumet nébeût, n’en dôé két nébeûtoc’h ; hôgen pép-hini en dôa dastumet diouc’h ma hellé dibri.

19. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Na virô dén eûz anézhan̄ bétég an̄trônôz vin̄tin.

20. Hôgen na zélaouchon̄t két anézhan̄ ; ha lôd anézhô a viraz bétég ar min̄tin, hag ar pren̄ved en em lékéaz enn-han̄, hag é vreinaz. Ha Moizez a savaz drouk enn-han̄. (T).

21. Pép-hini éta a zastumé diouc’h ar min̄tin kémen̄t ha ma oa réd d’ézhan̄ évid en em vaga ; ha pa zeûé ann héol da domma, é teûzé.

22. Hôgen er c’houec’hved deiz é tastumchon̄t daou c’hémen̄t a voéd, da lavaroud eo, daou c’homor dré bép den ; hag holl brin̄sed ar bobl a zeûaz, hag a lavaraz kémen̄t-sé da Voizez.

23. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ével-sé en deûz lavaret ann Aotrou : war-c’hoaz éma éhan ar sabbat a dlé béza gwestlet d’ann Aotrou ; grîd hiriô ar péz hoc’h eûz da ôber, ha poazit ar péz hoc’h eûz da boaza ; ha mirit évit war-c’hoaz vin̄tin ar péz a vézô a zilerc’h.

24. Hag hî a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez, hag ar mann na vreinaz két, ha na oé két kavet a brén̄ved enn-han̄.

25. Ha Moizez a lavaraz : Debrit-hén̄ hiriô, râk sabbat ann Aotrou eo ; na gefot két anézhan̄ hiriô er parkou.

26. Dastumid anézhan̄ é-pâd c’houec’h dervez ; hôgen er seizved deiz éma sabbat ann Aotrou, râk-sé na vézô két kavet anézhan̄.

27. Ar seizved deiz ô véza deûet, lôd eûz ar bobl a iéaz er-méaz évid dastumi mann, ha na gefchon̄t két.

28. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Bété pégeit na fellô kéd d’é-hoc’h mirout va gourc’hémennou ha va lézen ?

29. Gwélit pénaoz ann Aotrou en deûz rôet d’é-hoc’h ar sabbat, ha râk-sé ar c’houec’hved deiz en deûz rôed d’é-hoc’h daou-c’hémen̄d a voed ; ra choumô étâ pép-hini enn hé di, ha n’az ai hini er-méaz eûz hé léac’h d’ar seizved deiz.

30. Ével-sé ar bobl a viraz ar sabbat d’ar seizved deiz.

31. Ha tî Israel a c’halvaz ar boéd-zé : Mann. Hén̄vel é oa oud hâd korian̄der ; gwenn é oa, hag hé vlâz ével bleûd flour gan̄t mél.

32. Ha Moizez a lavaraz c’hoaz : Chétu pétrâ a c’hourc’hémenn ann Aotrou : Laka anézhan̄ leiz eur gomor, ha ra vézô miret évit ar gwennou da zon̄t, évit ma anavézin̄t ar bara gan̄t péhini em eûz hô maget enn distrô, pa oc’h bét tennet eûz a vrô ann Éjipt.

33. Ha Moizez a lavaraz da Aaron : Kémer eul léstr, ha laka enn-han̄ mann, kémen̄t ha ma hell derc’hel eur gomor ; ha laka-hén̄ dirâg ann Aotrou, évid hé virout évid hô kwennou,

34. Ével ma en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez. Hag Aaron hel lékéas enn tabernakl évid hé virout.

35. Hôgen bugalé Israel a zebraz mann é-pâd daou-ugen̄t vloaz, bété ma teûjon̄t enn eur vrô ma helled choum enn-han̄. Gan̄d ar boéd-zé é oen̄t maget, bété ma tizchon̄t harzou brô Kanaan.

36. Hôgen ar gomor a zô ann dékved rann eûz ann éfi.


————


XVII. PENNAD.


Dour tennet eûz ar roc’h. Ann Israélited tréac’h d’ann Amalésited.


1. Holl strollad bugalé Israel ô véza éta éat-kuît eûz a zistrô Sin, dré ann arsaôiou a oé bét gourc’hémennet d’ézhô gan̄d ann Aotrou, a ziazézaz hô c’hamp é Rafidim, é péléac’h né oa két a zour da éva d’ar bobl.

2. Ar ré-man̄ a grôzaz out Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Rô d’é-omp dour da éva. Ha Moizez a lavaraz d’ézhô : Pérâg é krôzit-hu ? Pérâg é temptit-hu ann Aotrou ?

3. Ar bobl éta en dôé séc’hed énô gan̄d ann diénez a zour, hag a grôzaz out Moizez, ô lavarout : Pérâg éc’h eûz-dé hol lékéat da zon̄d er-méaz eûz ann Éjipt, évid hor lakaat da vervel gan̄d ar séc’hed, nî hag hor bugalé, hag hol loéned ?

4. Hôgen Moizez a c’harmaz étrézeg ann Aotrou, ô lavarout : Pétrâ a rinn-mé d’ar bobl-man̄ ? C’hoaz eunn nébeût, hag é labézô ac’hanoun.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Kerz araog ar bobl ha kémer gan-éz lôd eûz a ré gôz Israel ; kémer enn da zourn ar wialen gan̄t péhini éc’h eûz skôet war ar ster, ha kerz.

6. Chétu mé a vézô énô dira-z-od war véan Horéb ; war ar méan é skôi, hag é teûi dour anézhan̄, évit ma évô ar bobl. Moizez a réaz ével-sé dirâg ar ré gôz eûz a Israel.

7. Hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé Temptasion, enn abek da grôz bugalé Israel, ha m’hô dôa énô temptet ann Aotrou, ô lavarout : Hag ann Aotrou a zô enn hor c’hreiz, pé n’éma két ?

8. Hôgen Amalek a zeûaz, hag en em gannaz oud Israel é Rafidim.

9. Ha Moizez a lavaraz da Jozué : Dibab tûd, ha kéa d’en em ganna oud Amalek. War-c’hoaz en em zalc’hinn war lein ar gréc’hen, ha gwialen Doué em dourn.

10. Jozué a réaz ével m’en dôa lavaret Moizez d’ézhan̄, hag a stourmaz oud Amalek ; ha Moizez, Aaron hag Hûr a biñaz war lein ar gréc’hen.

11. Ha pa zavé Moizez hé zaouarn, é oa tréac’h Israel ; hôgen ma izélée eunn nébeût anézhô, é c’hounézé Amalek.

12. Hôgen daouarn Moizez a oa skuiz ha pounner ; hag hî a géméraz eur méan a lékéjon̄t dindan-han̄, hag hén̄ a azézaz war-n-ézhan̄ ; hag Aaron hag Hûr a skôré hé zaouarn enn daou dû. Ével-sé hé zaouarn na skuizchon̄t két bété kûs-héol.

13. Jozué éta a lékéaz Amalek da dec’hi, hag a lazaz ivé hé bobl gan̄t ar c’hlézé. (T).

14. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Skriv ann dra-man̄ évit mének enn eul levr, ha rô-hén̄ da glevout da Jozué ; râk mé a lamô mének Amalek eûz a-zindân ann én̄v.

15. Ha Moizez a zavaz eunn aoter, hag a c’halvaz anézhan̄ : Ann Aotrou a zô va uc’helded, ô lavarout :

16. Dourn ann Aotrou, ha brézel ann Aotrou a zavô eûz hé drôn a-énep Amalek a-wenn-é-gwenn.


————


XVIII. PENNAD.


Jétro a gâs da Voizez hé c’hrég hag hé vugalé.


1. Pa glevaz Jétro, bélek Madian, tâd-kaer Moizez, kémen̄d en dôa gréat Doué da Voizez, ha da Israel hé bobl, ha pénaoz en dôa hé dennet eûz ann Éjipt ;

2. É kéméraz Séfora, greg Moizez, en dôa kaset-kuît,

3. Hag hé zaou vâb, a béré unan a oa hanvet Gersam, hé dâd ô véza lavaret : Diavésiad ounn bét enn eur vrô a ziavéaz.

4. Hag égilé ô véza hanvet Eliézer ; râk Doué va zâd, émé Moizez, a zô bét va difenner, hag en deûz va dieûbet eûz a glézé Faraon.

5. Jétro éta, tâd-kaer Moizez, hag hé vugalé, hag hé c’hrég a zeûaz da gaout Moizez enn distrô, é péléac’h en dôa diazézet hé gamp dirâk ménez Doué.

6. Hag hén̄ a gasaz da lavaroud da Voizez : Mé eo Jétro, da dâd-kaer, a zô deûet d’az kavout, gan̄d da c’hrég ha da zaou vâb.

7. Moizez ô véza éat er-méaz war arbenn d’hé dâd-kaer, a stouaz dira-z-han̄, hag a bokaz d’ézhan̄ ; hag hî a hétaz pép mâd ann eil d’égilé. Ha pa oé éat Jétro dindân ann telt,

8. Moizez a lavaraz d’hé dâd-kaer kémen̄d en dôa gréat ann Aotrou da Faraon ha d’ann Éjiptianed enn abek da Israel ; kémen̄t poan a oa c’hoarvézet gan̄t-hô enn hen̄t, ha pénaoz en dôa ann Aotrou hô diboaniet.

9. Jétro a laouénaaz enn abek d’ann holl vadou en dôa gréat ann Aotrou da Israel, hag ô véza m’en dôa hé dennet eûz a zaouarn ann Éjiptianed ;

10. Hag é lavaraz : Benniget ra vézô ann Aotrou, péhini en deûz hô tennet eûz a zaouarn ann Éjiptianed, hag eûz a zaouarn Faraon, péhini en deûz tennet hé bobl eûz a zaouarn ann Éjiptianed.

11. Bréma éc’h anavézann pénaoz eo brâz ann Aotrou dreist ann holl zouéed, pa in̄t bét savet gan̄t balc’hder a-éneb hé bobl.

12. Jétro, tâd-kaer Moizez, a gennigaz éta loéned-losket hag hostivou da Zoué ; hag Aaron gan̄d ann holl hénaoured eûz a Israel a zeûaz hag a zebraz bara gan̄t-han̄ dirak Doué.

13. An̄trônôz Moizez a azézaz évit barna ar bobl, péhini en em zalc’hé dira-z-han̄ adaleg ar min̄tin bétég ar pardaez.

14. Pa wélaz hé dâd-kaer kémen̄d a réa évid ar bobl-zé, é lavaraz : Pérâg é réz-té ével-sé é-kén̄ver ar bobl ? Pérâg oud-dé azézet da-unan, ha ma c’hortoz ann holl bobl adaleg ar min̄tin bétég ar pardaez ?

15. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : Ar bobl a zeû d’am c’havout évit kémérout kuzul digan̄d Doué.

16. Ha pa c’hoarvez gan̄t-hô eunn dael bennâg, é teûon̄t d’am c’havout évit ma varninn étré-z-hô, ha ma tiskouézinn d’ézhô kélennou ha lézennou Doué.

17. Ha Jétro a lavaraz d’ézhan̄ : Né két mâd ar péz a réz.

18. En em vévézi a réz gan̄d eul labour diboell, té hag ar bobl a zô gan-éz ; eunn dra eo hag a zô dreist da ners, ha na helli két ôber-penn d’ézhan̄ da-unan.

19. Hôgen sélaou va geriou ha va aliou, ha Doué a vézô gan-éz : Béz d’ar bobl é kémen̄d a zell ouc’h Doué, évid dougen d’ézhan̄ goulennou ar bobl,

20. Ha diskouéza d’ézhan̄ al lidou hag ann doaré gan̄t péré é tlé azeûli Doué, ann hén̄t dré béhini é tlé kerzout, hag ar péz a dlé da ôber.

21. Hôgen dibab é-touez ann holl bobl tûd c’halloudek hag a zoujan̄s Doué, tûd gwirion, hag a gasai ar pizoni, ha laka anézhô da bennou da vil dén, da gan̄t dén, da han̄ter-kan̄t dén, ha da zék dén,

22. Péré a varnô ar bobl é péb amzer. Hôgen kémen̄t tra vrâz a zigasin̄t d’id, ha na varnin̄t hép-kén néméd ann traou bihan. Hag ével-sé é vézô skan̄voc’h d’id ar béac’h pa vézô rannet étré ar ré all.

23. Mar gréz kémen̄t-sé, é sévéni gourc’hémenn Doué, hag é helli ken̄derc’hel hé gélennou ; hag ann holl bobl-zé a zistrôi é péoc’h d’hé léac’h.

24. Moizez ô véza klevet kémen̄t-sé, a réaz ar péz en dôa lavaret hé dâd-kaer d’ézhan̄.

25. Hag ô véza dibabet é-touez holl bobl Israel tûd c’halloudek, hô lékéaz da bennou d’ar bobl, évit méra mil dén, pé kan̄t dén, pé han̄ter kan̄t dén, pé dék dén.

26. Ar ré-man̄ a varné ar bobl é péb amzer : hôgen da Voizez é tougen̄t kémen̄d a oa tenn, ha na varnen̄t néméd ann traou éaz.

27. Goudé-zé Moizez a lézaz hé dâd-kaer da von̄t-kuît ; hag hé-man̄ a zistroas d’hé vrô.


————


XIX. PENNAD.


Doué a rô hé lézen é-kreiz al luc’hed hag ar c’hurunou.


1. Enn trédé mîz goudé ma oa deûet bugalé Israel eûz a vrô ann Éjipt, enn deiz-zé é teûjon̄t da zistrô Sinai.

2. Rag ô véza éat-kuît eûz a Rafidim, hag ô véza deûet bété distrô Sinai, é tiazézchon̄t hô c’hamp enn hévélep léac’h, hag Israel a steñaz hé deltou é-kén̄ver ar ménez.

3. Hôgen Moizez a biñaz étrézé Doué ; râg ann Aotrou a c’halvaz anézhan̄ diwar ar ménez, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu pétrâ a liviri da dî Jakob, hag a rôi da anaout da vugalé Israel :

4. C’houi hoc’h eûz gwélet hoc’h-unan pétrâ em eûz gréat d’ann Éjiptianed, pénaoz em eûz hô touget war eskel ann éred ; ha pénaoz em eûz hô kéméret évit beza gan-en.

5. Mar sélaouit éta va mouéz, ha mar mirit va c’hévrédigez, é viot évid-oun eunn ten̄zor é-touez ann holl boblou ; râg ann holl zouar a zô d’in.

6. Ha c’houi a vézô d’in da rouan̄télez béléien, ha da bobl san̄tel. Chétu ar geriou a liviri da vugalé Israel.

7. Moizez a zeûaz éta, hag ô véza dastumet hénaoured ar bobl, é tisplégaz ann holl c’heriou en dôa lavaret ann Aotrou.

8. Hag ann holl bobl a lavaraz enn eur vouez : Kémen̄t en deûz lavaret ann Aotrou a raimp. Ha Moizez a zougaz geriou ar bobl d’ann Aotrou.

9. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : A-benn némeûr é teûinn d’az kavout enn eur goabren dén̄val, évit ma klevô ar bobl ac’hanoun pa gomzinn ouz-id, ha ma kredô d’in da virvikenn. Ha Moizez a rôaz da anaout d’ann Aotrou geriou ar bobl.

10. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : kéa da gaoud ar bobl, ha san̄téla anézhan̄ hiriô ha war-c’hoaz. Ra walc’hin̄t hô diḻad,

11. Ha ra vézin̄t daré évid ann trédé deiz ; râg a-benn ann trédé deiz é tiskennô ann Aotrou dirâg ann holl bobl war vénez Sinai.

12. Harzou a likiî trô-war-drô évid ar bobl, hag é liviri d’ézhô : Likid évez na biñfac’h war ar ménez, ha na stokfac’h oud hé harzou ; piou-bennâg a stokô oud ar ménez, a vézô lékéat d’ar marô.

13. Na vézô két lékeat ann dourn war-n-ézhan̄, hôgen labézet é vézô, pé toullet gan̄d ar saésiou ; bézet loen pé zén, na vévô két ; pa zeûiô ar c’horn-boud da zéni, piñen̄t neûzé war ar ménez.

14. Ha Moizez ô véza diskennet eûz ar ménez, a zeûaz da gavoud ar bobl, hag a zan̄télaz anézhan̄. Goudé ma hô dôé gwalc’het hô diḻad,

15. É lavaraz d’ézhô : Bézit daré évid ann trédé deiz, ha na dôstait kéd oud hô kragez.

16. Pa oé deûet ann trédé deiz, hag ar min̄tin ô véza skléar, chétu é klevchon̄t kurunou, hag é welchon̄t luc’hed ô lugerni ; hag eur goabren déô a c’hôlôaz ar ménez, hag ann drompiḻ a zonaz gan̄d eunn trouz brâz ; hag ar bobl a oa er c’hamp a oé spoun̄tet brâz.

17. Ha Moizez hô c’hasaz er-méaz eûz ar c’hamp é diambroug Doué, hag é choumchon̄t é troad ar ménez.

18. Holl vénez Sinai a zivôgédé, ô véza ma oa diskennet ann Aotrou war-n-ézhan̄ é tân, hag ar môged a zavé anézhan̄ ével eûz a eur fourn ; hag ann holl vénez a gréné enn eunn doaré spoun̄tuz.

19. Son ar c’horn-boud a greské a-nébeûd-é-nébeût ; kréoc’h ha skiltroc’h é teûé. Moizez a gomzé, ha Doué a respoun̄té out-han̄.

20. Hag ann Aotrou a ziskennaz war vénez Sinai war lein ar ménez, hag a c’halvaz Moizez war gern ar ménez ; ha pa oé piñet Moizez énô,

21. É lavaraz Doué d’ézhan̄ : Diskenn, ha rô da anaout va ioul d’ar bobl ; gan̄d aoun na felfé d’ézhan̄ tréménout dreist ann harzou évit gwélout ann Aotrou, ha na zeûjé da véza lazet kalz anézhô.

22. R’en em zan̄télô ivé ar véleien a dôsta oud ann Aotrou, gan̄d aoun na skôjé war-n-ézhô.

23. Ha Moizez a lavaraz d’ann Aotrou : Na hellô kéd ar bobl piña war vénez Sinai ; râk té da-unan a zô tést, pa éc’h eûz gourc’hémennet, ô lavarout : Laka harzou war-drô d’ar ménez ha san̄téla ar bobl.

24. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, diskenn ; goudé é piñi, té hag Aaron gan-éz. Hôgen ar véleien hag ar bobl na dréménin̄t két ann harzou ha na biñin̄t két étrézeg ann Aotrou, gan̄t aoun n’hô lakajé da vervel.

25. Moizez éta a ziskennaz étrézég ar bobl, hag a zisplégaz pép-trâ d’ézhô.


————


XX. PENNAD.


Ann dég gourc’hémenn. Pénaoz é tléeur sével eunn Aoter.


1. Ha Doué a lavaraz ann holl c’heriou-man̄ :

2. Mé eo ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a vrô ann Éjipt, eûz a dî ar sklavérez.

3. N’az pézô kéd a Zoué all dira-z-oun.

4. Na rî kéd a skeûden évid-oud, na taolen é-béd eûz ar péz a zô enn én̄v a-ziouc’h, hag enn douar a-iz, nag eûz ar péz a zô enn douréier dindân ann douar.

5. N’hô azeûli két, ha na lidi két anézhô. Râk mé eo ann Aotrou da Zoué, Doué kré hag oazuz, péhini, évit fallagriez ann tadou, a daol kastiz war ar vugalé (M), bétég ann trédé hag ar pévaré rumm eûz ar ré a gasa ac’hanoun ;

6. Hag a ra trugarez a-héd mil rumm d’ar ré am c’har hag a vir va gourc’hémennou.

7. Na géméri két hanô ann Aotrou da Zoué enn-aner ; râg ann Aotrou na zalc’hô két da zian̄tek ann hini a gémérô enn-aner hanô ann Aotrou, hé Zoué.

8. Az péz koun da zan̄téla deiz ar sabbat.

9. É-pâd c’houec’h dervez é labouri, hag é rî da holl labouriou.

10. Hôgen ar seizved deiz éo sabbat ann Aotrou, da Zoué ; na rî labour é-béd enn-han̄, té, na da vâb, na da verc’h, na da vével, na da vatez, na da loen, nag ann diavéziad a vézô enn diabarz eûz da borsiou.

11. Râg é c’houec’h dervez en deûz gréat ann Aotrou ann én̄v hag ann douar, hag ar môr, ha kémen̄d a zô enn-hô ; hag éc’h éhanaz ar seizved deiz ; rak-se é vennigaz ann Aotrou deiz ar sabbat, hag é san̄télaz anézhan̄.

12. Enor da dâd ha da vamm, évit ma vévi pell-amzer war ann douar a rôiô d’id ann Aotrou, da Zoué.

13. Na lazi két.

14. Na gouézi két enn avoultriez.

15. Na laéri két.

16. Na zougi két a desténi é-gaou a-énep da nésa.

17. Na c’hoan̄tai két tî da nésa : na c’hoan̄tai kéd hé c’hrég, nag hé vével, nag hé vatez, nag hé éjenn, nag hé azen, na nétrâ eûz a gémen̄t a zô d’ézhan̄.

18. Hôgen ar bobl holl a glevé ar c’hurunou, ha son ar c’horn boud ; hag hî a wélé al luc’hed hag ar môged a zeûé eûz ar ménez ; hag hî spoun̄tet ha leûn a estlamm, en em za1c’haz a bell ;

19. Hag a lavaraz da Voizez : Komz, té ouz-omp, hag é sélaouimp ; na gomzet két ann Aotrou ouz-omp, gan̄d aoun na varvchemp.

20. Ha Moizez a lavaraz d’ar bobl : N’hô pézet kéd a aoun ; râk Doué a zô deûet évid hoc’h arnodi hag évit lakaad hé zoujan̄s enn hoc’h, ha na béc’hot két.

21. Ar bobl a choumaz éta a-bell ; ha Moizez a dôstaaz oud ann dévalien é péhini édô Doué.

22. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Ann dra-man̄ a liviri da vugalé Israel : c’houi hoc’h eûz gwélet pénaoz em eûz komzet ouz-hoc’h eûz ann én̄v.

23. Na réot két évid-hoc’h douéed arc’han̄t, na douéed aour.

24. Ober a réot d’in eunn aoter brî, hag é kennigot war-n-ézhi hô loéned-losket, hag hoc’h hostivou a béoc’h, hô tén̄ved, hag hoc’h éjenned, é kémen̄t léac’h ma vézo koun eûz va hanô ; ha mé a zeûi d’az kavout, hag az bennigô.

25. Ma réz d’in eunn aoter véan, na zavi két anézhi gan̄t mein bén, râk mar likit ar gizel war-n-ézhî, é vézô saotret.

26. Na biñi két dré zaésiou out va aoter, gan̄d aoun na vé dizôlôet da nôazded.


————


XXI. PENNAD.


Lézennou diwar-benn ar sklaved, diwar-benn al lazérez hag ar c’houliou.


1. Chétu ar barnédigézou a liki dira-z-hô.

2. Mar prénez eur sklav hébréad, é servichô ac’hanod a-zoug c’houec’h vloaz ; d’ar seizved éz ai-kuît dieûb hép rei nétrâ.

3. Gan̄d ar zaé gan̄t péhini é vezô deûet éz ai-kuît ; ma en dôa eur c’hrég, ez ai-kuît hé c’hrég gan̄t-han̄.

4. Hôgen ma en deûz hé vestr rôed eur c’hreg d’ézhan̄, ha ma é deûz hou-man̄ ganet mipien ha merc’hed ; hé c’hrég hag hé vugalé a vézô d’hé vestr, hôgen hén̄ a ielô-kuît gan̄d hé zaé.

5. Ma lavar ar sklâv : Mé a gâr va mestr, ha va grég, ha va bugalé ; n’az inn két kuit dieûb ;

6. Hé vestr a gasô anezhan̄ dirâg ar varnerien, ha goudé béza hé lékéat out postou ann ôr, é toullô hé skouarn gan̄d eur ménaoued ; hag hé-man̄ a vézô sklâv d’ézhan̄ da-vikenn.

7. Ma en deûz eur ré gwerzet hé verc’h da véza matez, n’az ai két kuît é-c’hiz ma eo boazet ar mitisien da von̄t.

8. Mar tisplij d’ar mestr da béhini é oa bét rôet, he-man̄ hé lézô da von̄t-kuît : hôgen mar tispriz anézhi, n’en dévézô ked ar galloud d’hé gwerza da eur bobl a-ziavéaz.

9. Hôgen mar timéz anézhi d’hé vâb, é rai évit-hi é-c’hîz ma réeur d’ar merc’hed all.

10. Mar rô eur c'hrég all d’hé vâb, é rôiô d’ar plac’h hé gwîr dimézi, hag hé diḻad, ha na nac’hô két out-hi gôpr hé gwerc’hted.

11. Ma na ra két ann teir dra-zé, hî a iélô-kuît, hép rei arc’han̄t.

12. Néb a skôi gan̄d eunn dén gan̄d ar c’hoan̄t d’hé laza, a vézô lékéat d’ar marô.

13. Hôgen é-kén̄ver ann hini n’en deûz két aozet spiou d’ézhan̄, hôgen é daouarn péhini eo bét lékéat gan̄d Doué, é tiskouézinn d’id eul léac’h é péhini é hellô tec’hout.

14. Ma laz eur ré hé nésa a-zévri ha gan̄t touellérez, é tennot anézhan̄ eûz va aoter, évid hé gâs d’ar marô.

15. Néb en dévézô skôet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm, a vézô lékéat d’ar marô.

16. Néb en dévézô laéret eunn dén, hag en dévézô hé werzet, mar d-eo ken̄drec’het war ar gwall, a vézô lékéat d’ar marô.

17. Néb en dévézô drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm, a vézô lékéat d’ar marô.

18. Mar teû daou zén d’en em ren̄daéla, ha mar skô unan war égilé gan̄d eur méan, pé gan̄t hé zourn serret, ha ma n’eo két marô hé-man̄, hôgen mar d’eo gourvézet war hé wélé ;

19. Mar saô, ha ma valé er-méaz war bouez hé vâz ; néb en dévézô skôet gan̄t-han̄ a vézô didamall eûs hé varô ; koulskoudé é tistaolô d’ézhan̄ al labour en dévézô kollet, hag ar péz en dévézô paéet d’al louzaouerien.

20. Mar skô eur ré war hé vével pé war hé vatez gan̄d eur wialen, ha ma varvon̄t étré hé zaouarn, é vézô tamalluz a wall.

21. Hôgen mar bévon̄t goudé eunn deiz pé zaou, na vézô két kastizet, ô véza ma’z in̄t hé drâ.

22. Mar teû tûd d’en em ren̄daéla, ha mar skô eur ré gan̄d eur c’hreg vrazez, ha ma hé laka da zioc’hani, hép ma varv-hî, é ran̄kô rei évit digoll kémen̄d ha ma c’houlennô ann ozac’h, ha kémen̄d a reizô ar varnerien.

23. Hôgen mar teû hî da vervel, é rôiô hén̄ buez évit buez,

24. Lagad évit lagad, dan̄t évid dan̄t, dourn évid dourn, troad évit troad,

25. Losk évit losk, gouli évit gouli, blon̄s évit blon̄s.

26. Mar skô eur ré war lagad hé vével pé hé vatez, ha ma hô laka da véza born, hô laoskô da von̄t-kuît, évid al lagad en dévézô tennet.

27. Mar tenn ivé eunn dan̄t d’hé vével pé d’hé vatez, hô laoskô ivé da von̄t-kuît.

28. Mar skô eunn éjenn gan̄d hé gerniel war eur goaz pé war eur vaouez, ha mar teûon̄t da vervel, é vézô labézet ann éjenn, ha na vézô két debret eûz hé gik ; ha perc’hen ann éjenn a vézô didamall.

29. Mar d-eo techet ann éjenn da skei gan̄d hé gerniel pellik-zô ; ma na zerr két hé berc’hen anézhan̄, goudé ma eo bét aliet ; ha mar teû da laza eur goaz pé eur vaouez, ann éjenn a vézô labézet, hag ar perc’hen a vézô lazet.

30. Ma c’houlenneur dic’haou digan̄t-han̄, é rôiô évid daspréna hé vuez kémen̄d a vézô goulennet digan̄t-han̄.

31. Mar skô gan̄d hé gerniel war eur paotr pé war eur verc’h, ann hévéleb barnédigez a vézô douget.

32. Mar skô war eur mével pé war eur vatez, é vézô rôet d’hô ferc’hen trégon̄t sikl arc’han̄t, hag ann éjenn a vézô labézet.

33. Ma en deûz eur ré digoret eur pun̄s, pé kleûzet eur pun̄s, héb hé c’hôlei, ha mar d-eo kouézet enn-han̄ eunn éjenn pé eunn azen,

34. Perc’hen ar pun̄s a zistôlô talvoudégez al loéned, hag al loen marô a vézô d’ézhan̄.

35. Mar teû éjenn eur ré da c’hlaza éjenn eunn all, ha ma varv hé-man̄, hî a werzô ann éjenn béo, hag é rannin̄t ann dalvoudégez anézhan̄ ; ranna a rain̄t ivé ann éjenn marô étré-z-hô.

36. Hôgen ma wié ar perc’hen pénaoz é skoé ann éjenn gan̄d hé gerniel pellik a ioa, ha ma n’en deûz két hé zerret, é rôiô hén̄ éjenn évid éjenn, hag ann éjenn marô a vézô holl d’ézhan̄.


————



XXII. PENNAD.


Lézennou diwar-benn al laéron̄si, ar c’hadélez, ann in̄tan̄vézed, etc.


1. Ma laer eur ré eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, ha ma hô lâz, pé ma hô gwerz, é tistôlô pemb éjenn évid eunn éjenn, ha pévar dan̄vad évid eunn dan̄vad.

2. Mar béz kavet eul laer ô tispenna pé ô toulla eunn tî, ha goudé béza bét glazet mar teû da vervel, néb en dévezô skôet gan̄t-han̄ na vézô két tamallet hé c’hoad d’ézhan̄.

3. Ma en deûz gréat kémen̄t-sé goudé sav-héol, en deûz gréat eul laz-dén, hag hén̄ a dlé mervel. Ma n’en deûz két al laer péadrâ da zisteûrel ar péz en deûz laéret, é vézô gwerzet hé-unan.

4. Mar béz kavet ez béô enn hé di ar péz en deûz laéret, pé eunn éjenn, pé eunn azen, pé eunn dan̄vad, é tistôlô daou-c’hémen̄t all.

5. Mar teû eur ré da wasta eur park pé eur winien, ô lakaad hé loen da beûri ar péz n’eo két d’ézhan̄, é tistôlô évid ann dic’haou a vézô prizet, ar péz a vézô gwella enn hé bark pé enn hé winien hé-unan.

6. Mar béz lékéat ann tân̄ da grégi enn drein, ha mar teû da zévi ar berniou éd, pé ann éd a zô c’hoaz er parkou, néb en dévézô lékéad ann tân̄ da grégi a zistôlô ar gaou.

7. Ma eo deûz eur ré fisiet enn hé viñoun arc’han̄t, pé eul léstr-bennâg, évid hé virout, ha mar d-eo bét laéret é-ti ann hini da béhini é oa bét rôet, mar béz kavet al laer, é tistôlô daou-c’hémen̄t all.

8. Ma na gaveur két al laer, perc’hen ann tî a iélô da gaout ar varnerien, hag a douô pénaoz n’en deûz két astennet hé zourn war drâ hé amézek,

9. Évid ôber gaou out-han̄, pé enn hé éjenn, pé enn hé azen, pe enn hé zan̄vad, pé enn hé ziḻad, pé enn eunn dra all en défé kollet ; abek pép-hini a vézô évéséet-mâd out-hi dirâg ar varnérien ; ha ma varnon̄t enn hé énep, é tistôlô daou-c’hémen̄t all d’hé amezek.

10. Ma en deûz eur ré fisiet enn hé amézek eunn azen, pé eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, pé eul loen all ; ha mar teû da vervel pé da fallaat, pé da véza kéméret gan̄d ann énébourien, héb béza bét gwélet gan̄d dén ;

11. É touô dirâg ar varnérien, pénaoz n’en deûz két astennet hé zourn war drâ hé amézek ; hag ar perc’hen a gémérô da vâd al lé-zé, hag égilé na vézô két red d’ézhan̄ disteûrel nétra.

12. Mar d-eo skrapet gan̄d al laer, é tistôlô ann dic’haou d’ar perc’hen.

13. Mar d-eo loun̄ket gan̄d al loen ferô, é tiskouézô d’ar perc’hen pénaoz eo bét lazet, ha na zistôlô két.

14. Ma emprést eur ré unan eûz ar ré-man̄ oud hé amézek, ha mar teû da fallaat pé da vervel, pa na oa két hé berc’hen énô, é vézô réd d’ézhan̄ disteûrel.

15. Mar d-éma ar perc’hen énô, na zistôlô két égilé, dreist-holl ma en deûz hé gaset évit tenna gounid diout-han̄.

16. Mar teû eur ré da walla eur plac’h-iaouan̄k ha na vézô két c’hoaz dimézet, ha mar kousk gan̄t-hî, éc’h argouraouô anézhî, hag hé c’hemérô da c’hrég.

17. Ma na fell két da dâd ar plac’h-iaouan̄k hé rei d’ézhan̄, é rôi-hén̄ d’ann tâd ann arc’han̄t a rôeur peûr-vuia d’ar plac’hed-iaouan̄k évid hô dimézi.

18. Na lézot két hô buez gand ar strobinellérien.

19. Piou-bennâg en em barô gan̄t eul loen (M), a vézô lékéad d’ar marô.

20. Néb a azeûlô douéed all néméd ann Aotrou hép-kén, a vézô lazet.

21. Na zoaniot két ha na c’hlac’harot két ann diavésiad ; râk diavésidi oc’h bét hoc’h-unan é brô ann Éjipt.

22. Na réot kéd a c’haou oud ann in̄tan̄vez nag oud ann emzivad.

23. Ma rît gaou out-hô, é c’harmin̄t étrézég enn-oun, ha mé a zélaouô hô garmou ;

24. Ha drouk a zavô enn-oun enn hoc’h énep (T), ha mé hô lakai da vervel gan̄d ar c’hlézé, hag hô kragez a zeûi da in̄tan̄vézed, hag hô mipien da emzivaded.

25. Ma rôez arc’han̄t war-zistol d’ar ré baour eûz va fobl a zô enn hô touez, n’hô feûki két éc’hiz ma rafé eur gwall-wiraer, ha na waski két anézhô gan̄t kampi.

26. Ma en deûz da nésa rôet hé zaé d’îd é gwéstl, hen distoli d’ézhan̄ abarz kûs-héol.

27. Râk n’en deûz saé all é-béd évid en em wiska, hag évit gôléi hé gorf, ha p’az a da gousket ; mar garm étrézég enn-oun, é sélaouinn anézhan̄, ô véza ma ounn trugarézuz.

28. Na zrouk-komzi két diwar-benn ar varnerien, ha na villigi két prin̄s da bobl.

29. Na zaléi két da baéa ann déok hag ar préveûdi ; rei a ri d’in ar c’hen̄ta ganet eûz da vipien.

30. Ann hévélep trâ a ri eûz da éjenned hag eûz da zén̄ved : seiz dervez é vézô gan̄d hé vamm, hag enn eizved deiz her rôi d’in.

31. C’houi a vézô tûd san̄tel d’in. Na zebrot két eûz ar c’hig a vézô bét tan̄véet araok gan̄d al loened ; hé deûrel a réot d’ar châs.


————


XXIII. PENNAD.


Dléad ar varnerien. Éhan er seizved bloaz. Gwéliou berz.


1. Na zélaoui két mouéz ar gaou ; ha na unani két da zourn gan̄d ann dén fallagr évid dougen eur fals testéni.

2. Na heûli két al lôd-brâz a dûd évid ôber drouk ; hag er varn, na rôi két da c’hrâd da vénoz ann darn-vuia, évid distrei diouc’h ar wirionez.

3. N’az pézô kéd ivé a druez er varn oud ar ré baour.

4. Mar kavez war da hen̄t éjenn pé azen da énébour, hag hén̄ dian̄ket, digas-hén̄ d’ézhan̄.

5. Mar gwélez azen ann hini a gasa ac’hanod, hag hén̄ kouézet dindân hé véac’h, n’az î kéd é-biou, hôgen té a gennerzô anézhan̄ évid hé zével.

6. Na zinac’hi két ar gwir oud ar paour.

7. Dioud ar gaou é tec’hi : na lazi nag ann dén glân nag ann dén gwirion ; râk mé a gasa ann dén fallagr.

8. Na zigéméri két a rôou ; râk dalla a réon̄t ar ré fûr hô-unan, hag é lékéon̄t da drei geriou ar ré wirion.

9. Na c’hlac’hari két ann diavésiad ; râk té a anavez kaloun ann diavésidi ; ha c’houi a zô bét diavésidi hoc’h-unan é brô ann Éjipt.

10. É-pâd c’houec’h vloaz éc’h hadi da zouar, hag é tastumi hé frouez.

11. Hôgen er seizved bloaz hé lézi, hag hé liki da ziskuiza, évit ma tébrô péorien da bobl ; ha ma en em voétô al loéned diwar ar méaz gan̄d ar péz a vézô choumet a zilerc’h. Evel-sé a ri ivé é-kén̄ver da winiennou ha da wéz olived.

12. É-pâd c’houec’h dervez é labouri : hag er seizved deiz ec’h éhani, évit ma tiskuizô da éjenn ha da azen, ha ma en em fréskai mâb da vatez, hag ann diavésiad.

13. Mirit kémen̄d em eûz lavaret d’é-hoc’h. Na douot két dré hanô ann douéou a-ziavéaz, ha na zeûi két hô hanô er-méaz eûz hô kénou.

14. Teir gwéach er bloaz é lidot gwél d’in.

15. Gwél ar bara dic’hoell a viri. Dibri a rî, ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’id, bara dic’hoell é-pâd seiz dervez, é amzer miz ar frouez névez, é pé amzer oud deûet er-méaz eûz ann Éjipt ; n‘en em ziskouézi két dira-z-oun da zaouarn goullô.

16. Ha gwél ar médérez hag ar c’hen̄ta frouez eûz da labour, hag eûz a gémen̄t az pézô hadet er park ; hag ivé gwél divez ar bloaz, p’az pézô dastumet holl frouez da bark.

17. Teir gwéach er bloaz da holl oazed en em ziskouézô dirâg ann Aotrou da Zoué.

18. Na gennigi két, gan̄t goell enn da di (M), goâd al loéned a lazi em énor, ha na choumô két ébarz lard va gwél bétég ar min̄tin.

19. Ken̄ta-frouez da zouar a zougi da di ann Aotrou da Zoué. Na boazi két ar menn-gavr a zen hé vamm.

20. Chétu mé a gasô va éal, péhini a iélô enn da raok, hag a virô ac’hanod enn hen̄t, hag az lakai da von̄d ébarz al léac’h em eûz aozet d’id.

21. Gra stâd anézhan̄, ha sélaou hé vouéz, ha na zispriz ket anézhan̄, pétra bennag na zistolô két d’é-hoc’h hô péc’hed, hag em hanô-mé eo é komz. (M).

22. Mar sélaouez hé vouéz, ha ma réz kémen̄d a lavarann d’id, é vézinn énébour da énébourien, hag é c’hlac’harinn ar ré az klac’harô.

23. Va éal a gerzô enn da raok, hag a lakai ac’hanod da von̄d é brô ann Amorréed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar C’hananéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed, peré a wastinn.

24. Na azeûli két hô douéou, ha na rî két a lîd d’ézhô ; na heûli két hô skouér ; hôgen hô dispenna a ri, hag é torri hô skeûdennou.

25. Servicha a réot ann Aotrou hô Toué, évit ma venniginn hô para hag hô tour, ha ma kasinn-kuît pép klén̄ved eûz hô touez.

26. Na vézô két enn da vrô a c’hrég distrujuz ha bréc’han̄ : leûnia a rinn niver da zeisiou.

27. Lakaad a rinn da von̄t enn da raok ar spoun̄t ac’hanoun ; hag é likiinn da vervel ann holl boblou é brô péré ez î ; hag é likiinn da holl énébourien da drei hô c’hein dira-z-od.

28. Kâs a rinn da gen̄ta sardoned, péré a lakai da dec’hout ann Hévéed, hag ar C’hananéed, hag ann Hétéed, abarz m’az î enn hô brô.

29. N’hô c’hasinn két a zira-z-od enn eur bloaz hép-kén, gan̄d aoun na vé trôet ann douar enn eunn distrô, ha na zeûjé da greski enn da énep al loéned ferô.

30. A-nébeûd-é-nébeût hô c’hasinn-kuît a zira-z-od, bété ma kreski, ha ma vézi perc’hen d’ar vrô.

31. Lakaad a rinn da harzou adaleg ar môr Ruz béte môr ar Filistined, hag adaleg ann distrô bétég ar ster. Lakaad a rinn étré hô taouarn ar ré a vézô ô choum er vrô-zé, hag hô lakaad a rinn da dec’hi dira-z-hoc’h.

32. Na rî kéd a gévrédigez gant-hô na gand hô douéed.

33. Na choumin̄t két enn da vrô, gan̄d aoun na zeûjen̄t d’az lakaad da béc’hi em énep, ô servicha hô douéed ; ar péz a zeûfé hép mar da wall skouér d’id.


————


XXIV. PENNAD.


Moizes a biñ war ar ménez. Choum a ra énô daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez.


1. Doué a lavaraz ivé da Voizez : Piñ étrézeg ann Aotrou, té hag Aaron, Nadab hag Abiu, hag ann dég ha tri-ugen̄t hénaour eûz a Israel, hag éc’h azeûlot a bell.

2. Moizez hép-kén a biñô bétég ann Aotrou, hag hî na dôstain̄t két ; hag ar bobl na biñô két gan̄t-han̄.

3. Moizez a zeûaz éta hag a zisplégaz d’ar bobl holl c’heriou ann Aotrou hag hé c’hourchémennou ; hag ann holl bobl a lavaraz a-unan : Ni a rai kémen̄d en deûz lavaret ann Aotrou.

4. Hôgen Moizez a skrivaz holl lavariou ann Aotrou ; hag ô véza savet diouc’h ar min̄tin, éc’h aozaz eunn aoter é trôad ar ménez, gan̄d daouzék méan diouc’h daouzék breûriez Israel.

5. Hag hén̄ a gasaz tûd-iaouan̄k eûz a vipien Israel, péré a gennigaz loéned-losket, hag a lazaz anévaled habask d’ann Aotrou, da lavaroud eo leûéou.

6. Moizez a géméraz ann han̄ter eûz ar goâd, hag a lékéaz anézhan̄ é kôpou ; hag é skuḻaz ann dilerc’h war ann aoter.

7. Hag ô kémérout levr ar gévrédigez, hé lennaz dirâg ar bobl péhini ô véza hé glevet, a lavaraz : Ober a raimp kémen̄d en deûz lavaret ann Aotrou, hag é sen̄timp out-han̄.

8. Neûzé hén̄ ô kémérout ar goâd, a skuḻaz anézhan̄ war ar bobl, hag a lavaraz : Hé-man̄ eo ar goâd eûz ar gévrédigez en deûz gréad ann Aotrou gan-é-hoch, hervez ann holl c’heriou-man̄.

9. Neûzé é piñaz Moisez hag Aaron, Nadab hag Abiu, hag ann dég ha tri-ugen̄t hénaour eûz a Israel,

10 Hag é wélchon̄t Doué Israel, ha dindân hé dreid ével eunn dra gréat gan̄t mein safir, hag ével ann en̄v, pa eo digoabr.

11. Doué na astennaz két hé zourn war ar ré eûz a vugalé Israel péré a oa choumet war-lerc’h ; Doué a wélchon̄t, hag é tebrchon̄t hag éc’h évchon̄t.

12. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Piñ war ar ménez étrézég enn-oun, ha choum énô ; ha mé a rôi d’id taolennou méan, al lézen hag ar c’hourc’hémennou em eûz skrivet, évit ma kélenni anézhô.

13. Moizez a zavaz gan̄d Jozué, hé oviser ; ha pa biñé Moizez war vénez Doué,

14. É lavaraz d’ann hénaoured : Gortozid aman̄ bété ma tistrôimp d’hô kavout. Béz’ hoc’h eûz gan-é-hoc’h Aaron hag Hur ; mar c’hoarvez eur reûstl-bennâg, é réot diouc’h hô ménoz-hi.

15. Ha pa oé piñet Moizez, eur goabren a c’hôlôaz ar ménez ;

16. Ha gloar ann Aotrou a choumaz war Zinai, oc’h hé c’hôlei gan̄d eur goabren a-héd c’houéac’h dervez ; hôgen d’ar seizved deiz, Doué a c’halvaz Moizez eûz a greiz ann dévalien.

17. Doaré gloar ann Aotrou a ioa ével eunn tân losk war lein ar ménez, dirâk bugalé Israel.

18. Ha Moizez ô treûzi ar goabren a biñaz war ar ménez ; hag é choumaz énô daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez.


————


XXV. PENNAD.


Pénaos é tlé béza gréat ann arc’h, ann daol, ar c’han̄toler.


1. Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Lavar da vugalé Israel digas d’in hô rôou : hô digémérout a réot digan̄t kémen̄d hini hô c’hennigô a ioul vâd.

3. Hôgen chétu ann traou a dléit da zigémérout : aour hag arc’han̄t hag arem,

4. Ha mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan, ha bléô gevr,

5. Ha krec’hin maout livet é rûz, ha krec’hin glâz-rûz, ha koat sétim,

6. Éôl évit aoza ar gleûzeûriou, louzou c’houés-vâd da lakaad enn trélou, hag a bép louzou c’houés-vâd all,

7. Mein oniks, ha mein talvouduz-brâz évit kin̄kla ann éfod hag ar rational.

8. Eur san̄tuar a rain̄t d’in, hag é chouminn enn hô c’hreiz ;

9. Hervez ann holl hévélédigez eûz ann tabernakl a ziskouézinn d’id, hag eûz ann holl lisiri a vézô réd évid al lidou. Ével-henn her gréot :

10. Eunn arc’h a réot gan̄t koat sétim, péhini é dévézô daou ilinad han̄ter a héd, eunn ilinad han̄ter a léd, hag eunn ilinad han̄ter a uc’helded.

11. Hé gôlei a rî gan̄d aour ar c’haera enn diabarz hag enn diavéaz ; hag é rî war hé gorré eur gurunen aour a iélô trô-war-drô.

12. Lakaad a rî péder lagaden aour é pévar c’horn ann arc’h, diou lagaden enn eunn tû, ha diou enn tû all.

13. Sparlou a rî ivé gan̄t koat sétim, hag é c’hôlôi anézhô gan̄d aour ;

14. Hag hô lakaad a rî el lagadennou a zô é korniou ann arc’h, évid dougen ann arc’h gan̄t-hô.

lo. Ar ré-man̄ a vézô ataô el lagadennou, ha na vézint bikenn tennet anézhô.

16. Lakaad a rî enn arc’h ann désténi a rôinn d’id.

17. Ar goulc’her a rî ivé gan̄d aour ar glana, péhini en dévézô daou ilinad han̄ter a héd, hag eunn ilinad han̄ter a léd.

18. Daou chérubin aour, gréat gan̄d ar morzol, a liki enn daou benn eûz ann orakl.

19. Eur chérubin a vézô enn eur penn, hag eunn all er penn all.

20. Displéga a rain̄t hô eskel, hag é c’hôlôin̄t ann daou dû eûz ar goulc’her hag eûz ann orakl : selloud a rain̄t ann eil oud égilé, ô trei hô fenn oud ar goulc’her a c’hôlôi ann arc’h,

21. E péhini é liki ann désténi a rôinn d’id.

22. Ac’hanô é kélenninn ac’hanod, hag é komzinn ouz-id diwar ar goulc’her, hag eûz a greiz ann daou chérubin a vezô war ann arc’h a disténi, diwar-benn kémen̄d a c’hourc’hémenninn dré-z-od da vugalé Israel.

23. Ober a ri ivé eunn daol gan̄t koat sétim, péhini é dévézô daou ilinad a héd, eunn ilinad a léd, hag eunn ilinad han̄ter a uc’helded.

24. Gan̄d aour ar glana hé gôlôi, hag eur véven aour a rî trô-war-drô.

25. War ar véven é liki eur gurunen gompez a bévar biz a uc’helded ; ha war hou-man̄ eur gurunen all alaouret.

26. Ober a ri ivé péder lagaden aour, a liki é pévar c’horn ann daol, unan war bép troad.

27. Al lagadennou aour a vézô dindân ar gurunen, évit lakaat sparlou enn-hô, ma vézô gellet dougen ann daol.

28. Gan̄t koat sétim é ri ivé ar sparlou da zougen ann daol hag é c’hôlôi anézhô gan̄d aour.

29. Ober a ri ivé gan̄d aour ar glana pladou, kôpou, ézan̄souérou ha tasou, e péré é tléeur kenniga ar skuḻadégou.

30. Lakaad a ri war ann daol ar baraou a gennig a dlé choum bépréd dira-z-oun.

31. Ober a ri ivé gan̄d aour ar glana ha gan̄d ar morzol eur c’han̄toler hag hé walen, hag hé varrou, hag hé c’hôpou, hag hé volodou, hag hé lili, a zeûi anézhan̄ hé-unan.

32. C’houéac’h barr a zeûi er-méaz eûz hé gostésiou, trî a eunn tû, ha trî a eunn tû all.

33. Trî c’hôp é doaré kraoun̄ a vézô out eur barr, hag eur bolod hag eul lilien ; hag ivé tri c’hôp é doaré kraoun̄ oud ar barr all, hag eur bolod hag eul lilien ; hen-nez é vézô labour ar c’houéac’h barr, péré a dlé sével eûz ar walen.

34. Er c’han̄toler hé-unan é vézô pévar c’hôp é doaré kraoun̄, hag eur bolod hag eul lilien dré bép-hini.

35. Bolodou a vézô é tri léac’h eûz ann daou varr, péré a rai c’houéac’h enn-holl, a zavô eûz ann hévélep gwalen.

36. Ar bolodou éta hag ar barrou a vézô eûz anézhan̄ ; holl e vézin̄t gréat gan̄t ar morzol hag eûz a aour ar glana.

37. Ober a ri ivé seiz kleûzeur, hag é liki anézhô war ar c’han̄toler évit ma c’houlaouin̄t dirâk.

38. Gévellou a ri ivé, ha listri évit mouga ar poulc’hennou, hag hî gréat gan̄d aour ar glana.

39. Ar c’han̄toler gan̄d hé holl listri a boezô eunn talan̄t eûz ann aour ar glana.

40. Sell, ha grâ hervez ar skouér a zô bét diskouézet d’id war ar ménez.


————


XXVI. PENNAD.


Ann Tabernakl. Hé chôlôou.


1. Evel-henn é rî ann tabernakl. Béz’ é vézô dég gwél lien moan trôet, a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet ; hag é rî war-n-ézhô meûr a labour a vroudérez.

2. Ann héd eûz a eur wél a vézô eûz a eiz ilinad war-n-ugen̄t, hag al léd a vézô eûz a bévar ilinad. Eûz a eur men̄t é vézô ann holl wéliou.

3. Pemp gwél a vézô staget ann eil ouc’h ébén, hag ar pemb all a vézô ivé staget ann eil ouc’h ébén.

4. Liammou glâz a liki out kostésiou hag out pennou ar gwéliou, évit ma hellint beza staget ann eil ouc’h ébén.

5. Pép gwél é dévézô hanter-kan̄t liamm a bép tû, lec’hiet enn hévélep doaré ma en em gavô eul liamm oud eul liamm all, ha ma vézô gellet staga ann eil ouc’h égilé.

6. Ober a ri ivé han̄ter-kan̄t lagaden aour, gan̄t péré é vézô staget ar gwéliou ann eil ouc’h ébén, évit ma vézô gréat gan̄t-hô eunn tabernakl hép-kén.

7. Ober a ri ivé unnék pallen bléô-gevr, évit gôléi gorré ann tabernakl.

8. Ann héd eûz a eur ballen a vézô eûz a drégon̄t ilinad, hag al léd a vézô eûz a bévar ilinad ; eûz a eur ven̄t é vézô ann holl ballennou.

9. Pemp anézhô a stagi ann eil ouc’h ébén, hag ar c’houeac’h all a stagi ivé ann eil ouc’h ében, enn hévélep doaré ma plégi daou-han̄ter ar c’houec’hved é penn gorré ann tabernakl.

10. Lakaad a ri ivé han̄ter-kan̄t liamm out béven unan eûz ar pallennou, évit ma vézô gellet hé staga oud ébén, hag han̄ter kan̄t liamm out béven ann eil, évid hé staga oud ann hini gen̄ta.

11. Ober a ri ivé han̄ter-kan̄t lagaden arem, a vézô staget oud ar pallennou, évit ma vézô gréat gan̄t-hô holl eur gôlô hép-kén.

12. Hôgen gan̄d ar péz a choumô goudé béza gôlôet ann tabernakl, da lavaroud eo eur ballen a vézô ouc’h-penn, é liki ann han̄ter da c’hôlei ann diadré eûz ann tabernabl.

13. Eunn ilinad a vézô a-ispiḻ enn eunn tû, hag eunn ilinad enn eunn tû all, hag ar péz a vézô ouc’h-penn er pallennou, a c’hôlôi ann daou dû eûz ann tabernakl.

14. Ober a ri ivé eur gôlô all gan̄t krec’hin maout livet é rûz ; ha war hen-nez c’hoaz eur gôlô all a grec’hin, livet é glâz-rûz.

15. Ober a ri ivé elfennou koat sétim évit lakaad enn hô zâ oud ann tabernakl.

16. Pép-hini eûz ar ré-man̄ é devézô dég ilinad a héd, hag eunn ilinad han̄ter a léd.

17. War gostésiou ann elfennou é vézô gréat diou c’haran, gan̄t péré é vézô frammet ann eil elfen gan̄d ébén ; hag ann holl elfennou a vêzô reizet ével-sé.

18. Ugen̄t anézhô a vézô enn tû a zell oud ar c’hrésteiz.

19. Lakaad a ri teûzi daou-ugen̄t steûden arc’han̄t, évit ma vézô douget péb elfen war ziou steûden a skôrô ann daou gorn anézhô.

20. Ugen̄t elfen a vézô ivé enn eil dû eûz ann tabernakl, péhini a zell oud ann han̄ter-nôz.

21. Daou-ugent steûden archan̄t hô dévézô, péb elfen ô véza douget war ziou steûden.

22. É kostez ann tabernakl a zell oud ar c’hûs-héol, é rî c’houéac’h elfen,

23. Ha diou all a vézô savet er c’horniou adré ann tabernakl.

24. Hag hî a vézô frammet adaleg ar sôl bétég al lein, ha gan̄d eunn hévélep framm é vézin̄t dalc’het. Eunn hévélep framm a zalchô ivé ann diou elfen a vézô lékéad er c’horniou.

25. Eiz elfen a vézô enn holl, péré hô dévézô c’houézék steûden archan̄t ; diou steûden a nivéri évid eunn elfen.

26. Ober a ri ivé sparlou gan̄t koat sétim, pemp évid derc’hel ann elfennou enn eur c’hostez eûz ann tabernakl,

27. Pemb all er c’hostez all, hag ann hévélep niver war-zû ar c’hûs-heol ;

28. Hag ar ré-man̄ a iélô a dreûz d’ann holl elfennou, eûz ann eil penn d’égilé.

29. Gan̄d aour é c’hôlôi ann elfennou, hag é liki out-hô lagadennou aour, évit derc’hel ar sparlou gan̄t-hô ; ar ré-man̄ a c’hôlôi ivé gan̄t taolennou aour.

30. Sével a rî ann tabernakl hervez ar skouér a zô bét diskouézet d’id war ar ménez.

31. Ober a ri ivé eur wél a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gréat gan̄t lien moan trôet, war béhini é vézô gréat labour broudérez é meûr a zoare.

32. Hé skourra a ri out pévar peûl koat sétim, péré a vézô gôlôet gan̄d aour ; hag hô fennou a vézô a aour hag hô steûdennou a arc’han̄t.

33. Ar wél a vézô dalc’het gan̄t lagadennou. Enn diabarz anézhi é liki arc’h ann déstini ; hag ar wél a rannô ar San̄t diouc’h San̄t ar Zen̄t.

34. Lakaad a ri ivé ar goulc’her war arc’h ann désténi é San̄t ar Zen̄t.

35. Lakaad a ri ann daol enn diavéaz eûz ar wél ; hag ar chan̄toler dirâg ann daol é tû ann tabernakl a zô er c’hrestiez ; râg ann daol en em gavô é tû ann han̄ter-nôz.

36. Ober a ri ivé eunn telt dirâk dôr ann tabernakl, hag ann telt a vézô a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gréat gan̄t lien moan trôet, ha gôlôet a vroudérez.

37. Skourra a ri ann telt out pemp peûl sétim gôlôet a aour ; ha pennou ar ré-man̄ a vézô a aour, hag hô steûdennou a arem.


————


XXVII. PENNAD.


Ann Aoter. Leûr ann ôr-dâl.


1. Ober a ri ivé eunn aoter gan̄t koat sétim, péhini en dévézô pemb ilinad a héd, ha kémen̄d all a léd, da lavaroud eo é vézô pévar-c’hornek, ha tri ilinad a uc’helder.

2. Pévar c’horn a zavô eûz a bévar c’horn̄ ann aoter ; hag hé gôlei a ri gan̄d arem.

3. Ober a ri évid ézommou ann aoter pézéliou évid dastumi al ludu, ha gévellou, ha gultaniou, ha pézéliou-tân ; ha gan̄d arem é ri ann holl listri-zé.

4. Ober a ri ivé eur gael arem é doaré eur roued ; hag é pévar c’horn anézhi é vézô péder lagaden arem,

5. Péré a liki dindân oaled ann aoter ; hag ar gael a ielô bété kreiz ann aoter.

6. Ober a ri ivé évid ann aoter daou sparl koat sétim a c’hôlôi gan̄t taolennou arem ;

7. Hô lakaad a ri el lagadennou enn daou dû eûz ann aoter, évid hô dougen.

8. Na ri kéd ann aoter fétiz ; hôgen goullo ha kleûz é vézô, ével ma eo bét diskouézet d’id war ar ménez.

9. Ober a ri ivé leûr ann tabernakl ; hag é tû ar c’hrésteiz é vézô teltou a lien moan trôet ; pép tû en dévézô kan̄t ilinad a héd.

10. Béz’ é vézô ugen̄t peûl arem gan̄d hô steûdennou ; hag hô fennou gan̄d hô kizéladuriou a vézô a arc’han̄t.

11. Béz’ é vézô ivé é tû ann han̄ter-nôz teltou a gan̄t ilinad a héd, ugen̄t peûl, ha kémen̄d all a steûdennou arem ; hag hô fennou gan̄d hô c’hizéladuriou a vézô a arc’han̄t.

12. War léd al leûr a zell oud ar c’hûs-héol, é vézô teltou péré hô dévézô han̄ter-kan̄t ilinad, ha dék peûl, gan̄t kémen̄d all a steûdennou.

13. Léd al leûr a zell oud ar sav-héol, a vézô ivé eûz a han̄ter-kan̄t ilinad.

14. Lékéad é vézô war eunn tû teltou a bemzek ilinad, gan̄t tri peûl, ha kémen̄d all a steûdennou ;

15. Hag enn tû all é vézô lékéat teltou a bemzék ilinad, gan̄t tri peûl, ha kémen̄d all a steûdennou.

16. É porz al leûr é ri eunn telt a ugen̄t ilinad, a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gréat gan̄t lien moan trôet, ha gôlôet a vroudérez ; pévar peûl en dévézô, ha kémen̄d all a steûdennou.

17. Ann holl beûliou eûz al leûr a vézô gwisket trô-war-drô gan̄t taolennou arc’han̄t ; hô fennou a vézô a arc’han̄t, hag hô steûdennou a arem.

18. Al leûr en dévézô kan̄t ilinad a héd, han̄ter-kan̄t a léd ha pemp a uc’helder ; hé wéliou a vézô a lien moan trôet hag hé steûdennou a arem.

19. Holl listri ann tabernakl enn holl gisiou hag enn holl lidou, kenn évid ar peûliou, kenn évid al leûr, a vézô gread a arem.

20. Kémenn da vugalé Israel digas d’id éol ar glana eûz a wéz olived, a vézô bét pilet enn eul laouérik, évit ma loskô bépréd ar c’hleûzeûriou,

21. É tabernakl ann désténi, er-méaz eûz ar wél a zô a-skourr oud arc’h ann désténi. Aaron hag hé vipien a aozô anézhô évit ma c’houlaouin̄t bétég ar min̄tin dirâg ann Aotrou. Al lîd-zé a badô bépréd a-wenn-é-gwenn é-touez bugalé Israel.


————


XXVIII. PENNAD.


Gwiskou ar véleien.


1. Laka Aaron da vreûr hag hé vipien da dôstaad ouz-id eûz a greiz bugalé Israel, évit ma rain̄t ar garg a vélégiez dira-z-oun : Aaron, Nadab hag Abiu, Eléazar hag Itamar.

2. Eur gwisk san̄tel a ri da Aaron da vreûr, évid ar skéd hag ar c’hin̄klérez.

3. Ha té a gomzô oud ar ré holl a zô fûr a galoun, hag am eûz karget gan̄t ar spéred a boell, évit ma rain̄t gwiskou da Aaron, gan̄t péré é vézô san̄télet, hag é servichô ac’hanoun.

4. Chétu ar gwiskou a rain̄t : Ar rational, hag ann éfod, ar zaé a zindân hag ar gamps, ar mitr hag ar gouriz. Ar ré-zé eo ar gwiskou san̄tel a vézô gréat da Aaron da vreûr ha d’hé vipien, évid ôber dira-z-oun ar garg a vélék.

5. Kéméroud a rain̄t, évid ôber anézhô, aour ha mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan.

6. Ann éfod a rain̄t gan̄d aour, ha mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan trôet, gan̄t labour ar vroudérien.

7. Ann éfod en dévézô er penn uc’héla diou véven enn daou dû, ann eil dirâg ébén, ha na rain̄t goudé néméd unan.

8. Ar wiaden hé-unan hag ann holl labour dishével a vézô a aour, hag a vézer glâz, hag a limestra, hag a dané diou wéach livet, hag a lien moan trôet.

9. Kéméroud a ri ivé daou véan oniks, war béré é kizelli hanvou bugalé Israel ;

10. C’houéac’h hanô war eur méan, hag ar c’houéac’h all war ar méan all, hervez ann heûl eûz hô ganédigez.

11. Gan̄t labour ar c’hizeller hag hini ar meiner, é kizelli war-n-ézhô hanvou bugalé Israel, goudé béza hô frammet enn aour a rai ann drô d’ézhô.

12. Hô lakaad a ri enn daou dû eûz ann éfod, é koun eûz a vipien Israel. Hag Aaron a zougô hô hanvou dirâg ann Aotrou war hé ziou skoaz, évid én̄vor.

13. Ober a ri ivé bac’hiouigou aour,

14. Ha diou chadennik eûz ann aour ar glana, a béré al lagadennou a iélô ann eil enn ébén, hag hô lakaad a ri er vac’houigou.

15. Ober a ri ivé rational ar varnédigez gan̄t labour ar vroudérien, gwéet ével ann éfod gan̄d aour, ha mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan trôet.

16. Pévar-c’hornek ha daou bléget é vézô ; eur raouen en dévézô a héd hag a léd.

17. Lakaad a ri enn-han̄ péder ren̄kad mein ; er ren̄kad gen̄ta é vézô ar sardon, hag ann topaz, hag ann émérôden ;

18. Enn eil ren̄kad é vézô ar c’harboun̄kl, hag ar safir, hag ar jasp ;

19. Enn drédé ren̄kad é vézô al ligur, hag ann agata, hag ann amétist ;

20. Er bévare ren̄kad é vézô ar c’hrizolit, hag ann oniks, hag ar béril. Enn aour é vezin̄t frammet hervez hô reiz.

21. Hanvou mipien Israel a vézô war-n-ézhô ; hô daouzég hanô a vézô kizellet hervez hô daouzék breûriez, eunn hanô war bép méan.

22. Ober a ri ivé er rational chadennou eûz ann aour ar glana, a béré al lagadennou a iélô ann eil enn ébén.

23. Ha diou lagaden aour, péré a liki é penn ar rational enn daou dû.

24. Hag é liki ann diou chaden aour ébarz al lagadennou a vézô é bévennou ar rational.

25. Hag é stagi ann daou benn eûz ann diou chaden oud diou vac’hik a vézô enn daou dû eûz ann éfod a zell oud ar rational.

26. Ober a ri ivé diou lagaden aour, péré a liki é pennou ar rational, er bévennou a zô é traon̄ ann éfod, hag a zell oud ann diabarz anézhan̄.

27. Ober a ri c’hoaz diou lagaden aour, a liki enn daou dû eûz a draon̄ ann éfod, a zellô oud dremm ar framm izéla, évit ma hellô béza unvanet gan̄d ann éfod,

28. Ha ma vézô staget lagadennou ar rational oud lagadennou ann éfod gan̄d eul liamik glâz, évit ma choumin̄t stâg ann eil ouc’h égilé, ha na hellô két ar rational en em ranna diouc’h ann éfod.

29. Aaron a zougô hanvou mipien Israel war rational ar varnédigez, en dévézô war boull hé galoun, p’az ai ébarz ar san̄tuar ével eunn én̄vor peûr-baduz dirâg ann Aotrou.

30. Lakaad a ri war rational ar varnédigez, Kélénnadurez ha gwirionez, a vézô war boull-kaloun Aaron, p’az ai ébarz dirâg ann Aotrou ; hag é tougô bépréd barnédigez bugalé Israel war boull hé galoun dirâg ann Aotrou.

31. Ober a ri ivé saé ann éfod, a vézô holl a liou glâz.

32. Béz’ é vézô eunn toull er penn uc’héla anézhi hag enn hé c’hreiz, hag eur gourem war hé drô, ével ma réeur peûrvuia é bévennou ann diḻad, gan̄d aoun na rogché.

33. Hag er penn izéla, é lôst ar zaé, trô-war-drô, é rî grénadou (T) a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gan̄t kleiérigou enn hô mesk ;

34. Enn hévélep doaré ma vézô eur c’hlôc’hig aour hag eur grénad ; ha c’hoaz eur c’hlôchig aour all hag eur grénad all.

35. Hag Aaron a wiskô ar zaé-zé pa raiô he garg, évit ma vézô klevet ar soun p’az ai ébarz ar san̄tuar dirâg ann Aotrou, ha pa zeûi er-méaz, hag évit na varvô két.

36. Ober a ri ivé eunn daolen aour ar glana, war béhini é liki da gizella gan̄d eur c’hizeller mâd : Ar zan̄télez d’ann Aotrou.

37. Hé staga a ri war ann diaren gan̄d eul liamik glâz,

38. War dâl ar bélek-brâz. Hag Aaron a zougô ann holl fallagriézou hô dévézô gréat bugalé Israel enn traou san̄tel, enn hô gwéstlou hag enn hô rôou. Ann daolen-zé a vézô bépréd war hé dâl, évit ma vézô trugarézuz ann Aotrou enn hô c’hén̄ver.

39. Ober a ri ivé eur zaé striz a lien moan, hag eunn diaren a lien moan, hag eur gouriz broudet.

40. Saeou lin a ri évit mipien Aaron, ha gourizou ha tiarennou évid ar skéd hag ar c’hin̄klérez.

41. Gan̄d ar ré-zé holl é wiskî Aaron da vreûr hag hé vipien. D’ézhô holl é sakri hô daouarn, hag é san̄téli anézhô, évit ma vézin̄t béléien d’in.

42. Ober a ri ivé bragou lîn d’ézhô, évit ma c’hôlôin̄t hô mézégez, adaleg ann diou-groazel bété traon̄ ann divorzed.

43. Hô lakaad a rai Aaron hag hé vipien p’az ain̄t ébarz tabernakl ann désténi, pé pa dôstain̄t oud ann aoter évit servicha er san̄tuar, gan̄d aoun na rajen̄t fallagriez, ha na varvchen̄t. Ar c’hémenn-man̄ a vézô da vikenn da Aaron, ha d’hé wenn enn hé-c’houdé.


————


XXIX. PENNAD.


Eûz ar sakrifisou.


1. Chétu pétrâ a rî évid hô sakri da véléien d’in. Kémer eûz ann tropel eul leûé ha daou dourz dinam,

2. Ha baraou dic’hoell, ha gwastellou ivé dic’hoell, a vézô glépiet gan̄d éôl, ha tourtellou ivé dic’hoell lardet gan̄d éôl. Kémen̄t-sé holl a ri gan̄t flour gwiniz.

3. Hag ô véza hô lékéat enn eur c’havel, hô c’hennigi d’in. Neûzé é tigasi al leûé hag ann daou dourz.

4. Lakaad a ri Aaron hag hé vipien da dôstaad oud dôr ann tabernakl a désténi ; ha p’az pézô gwalc’het gan̄d dour ann tâd hag hé vipien,

5. E liki da Aaron hé wiskou, da lavaroud eo, ar zaé lîn, hag ar zaé c’hlâz, ann éfod hag ar rational ; hag é stardi anézhô gan̄d eur gouriz.

6. Hag é liki ann diaren war hé benn, hag ann daolen zan̄tel war ann diaren.

7. Neûzé é skuḻi oléô sakr (T) war hé benn ; hag enn doaré-zé é vézô sakret.

8. Lakaad a ri ivé hé vipien da dôstaat, hag é liki d’ézhô saeou lîn, hag é stardi anézhô gan̄t gourizou.

9. Ével-sé a rî da Aaron ha d’hé vipien ; hag é liki péb a diaren d’ézhô ; hag hi a vézô beleien d’in enn eul lid peûr-baduz. Goudé ma éz pézô sakret hô daouarn,

10. É tigasi al leûé dirâk tabernakl ann désténi ; hag Aaron hag hé vipien a lakai hô daouarn war hé benn,

11. Ha té a lazô anézhan̄ dirâg ann Aotrou, é-tâl dor tabernakl ann désténi.

12. Kéméroud a ri eûz a c’hoad al leûé, a liki gan̄d da viz war gorniou ann aoter ; hag é skuḻi ann dilerc’h eûz ar goâd out troad ann aoter.

13. Kéméroud a ri ivé ann holl lard a c’hôlô ar bouzellou, ha kroc’henen ann avu, hag ann digroazel, hag al lard a zô war-n-ézhô, hag é kennigi anézhô goudé béza hô losket war ann aoter.

14. Hôgen kig al leûé, hag hé groc’hen, hag hé veûzel a loski er-méaz eûz ar c’hamp, ô véza ma in̄t eunn hostiv évid ar péc’hed.

15. Kéméroud a ri ivé unan eûz ann tourzed, hag Aaron hag hé vipien a lakai hô daouarn war he benn.

16. Ha p’az pézô hé lazet, é kéméri eûz hé c’hoad, hag é skuḻi anézhan̄ war-drô ann aoter.

17. Neûzé é trouc’hi ann tourz a bastellou, ha goudé béza gwalc’het ar bouzellou hag ann treid, é liki anézhô war ann tammou kîk trouc’het, ha war hé benn.

18. Hag é kennigi ann holl dourz oc’h hé leski war ann aoter ; kennig ann Aotrou eo, hag eunn hostiv a c’houés-vâd d’ann Aotrou.

19. Kéméroud a ri ivé ann tourz all, hag Aaron hag hé vipien a lakai hô daouarn war hé benn.

20. Ha p’az pézô hé lazet, é kéméri eûz hé c’hoad, a liki war benn izéla skouarn zéou Aaron hag hé vipien, ha war veûd hô dourn déou hag hô trôad déou ; hag é skuḻi ann dilerc’h eûz ar goâd war ann aoter trô-war-drô.

21. Neûzé é kéméri eûz ar goâd a vézô war ann aoter, hag eûz a éôl ar sakradurez, hag é strin̄ki anézhô war Aaron ha war hé ziḻad, war hé vipien ha war hô diḻad. Ha goudé béza hô sakret, hî hag hô diḻad,

22. É kéméri lard ann tourz, hag al lôst, hag al lard a c’hôlô ar bouzellou, ha kroc’hénen ann avu, hag ann digroazel, hag al lard a zô war-n-ézhô, hag ar skoaz déou, ô véza ma eo eunn tourz a westlérez ;

23. Hag eunn dorz vara, hag eur wastel glépiet gan̄d éôl, hag eunn dourtel eûz a gavel ar bara dic’hoell, a zô bét lékéat dirâg ann Aotrou.

24. Kémen̄t-sé a liki war zaouarn Aaron hag hé vipien, hag ê san̄téli anézhô ô sével ar rôou-zé dirâg ann Aotrou.

25. Hô c’hémérout a rî eûz hô daouarn, hag hô loski war ann aoter é sakrifiz-losk, ével eur c’houés c’houék dirâg ann Aotrou, ô véza ma eo hé c’hennig.

26. Kéméroud a ri ivé bruched ann tourz, gan̄t péhini é vézô bét sakret Aaron, hag é san̄téli anézhi oc’h hé sével dirâg ann Aotrou ; hag é vézô da lôd.

27. San̄téla a ri ivé ar vruched a zô bét gwéstlet, hag ar skoaz éc’h eûz distaget diouc’h ann tourz,

28. Gan̄t péhini é vézô bét sakret Aaron hag hé vipien ; ha miret é vézin̄t gan̄t bugalé Israel é lôd Aaron hag hé vipien dré eur gwir peûr-baduz ; ô véza ma’z in̄t ar préveûdi hag ar c’hévrennou ken̄ta eûz ar viktimou a béoc’h a gennigon̄t d’ann Aotrou.

29. Ann diḻad san̄tel en dévézô douget Aaron, a vézô d’hé vipien enn hé-c’houdé, évit ma vézin̄t sakret enn-hô, ha ma vézô sakret hô daouarn.

30. Ann hini eûz hé vipien a vézô bét lékéat da vélek-brâz enn hé léac’h, hag a iélô ébarz ann tabernakl a désténi, évid ôber hé garg er san̄tuar, a wiskô ann diḻad-zé é-pâd seiz dervez.

31. Kéméroud a ri ivé tourz ar gwéstlérez, hag é liki ar c’hîg da boaza el léac’h san̄tel ;

32. Hag Aaron hag hé vipien a zebrô anézhan̄. Dibri a rain̄t ivé, é-tâl dôr ann tabernakl a désténi, ar baraou a vézô er c’havel ;

33. Évit ma vézô eur sakrifiz a béoc’h, ha ma vézô san̄télet daouarn ar ré her c’hennigô. Ann diavésiad na zebrô két anézhô, ô véza ma in̄t san̄télet.

34. Mar choum eunn dra-bennâg eûz ar c’hig gwestlet, pé eûz ar baraou béteg ar min̄tin, é tévi ann dilerc’h enn tân ; na vésin̄t két debret, ô véza ma in̄t bét san̄télet.

35. Kémen̄t em eûz gourc’hémennet d’id a rî é-kén̄ver Aaron hag hé vipien. Sakri a rî hô daouarn é-pâd seiz dervez.

36. Hag é kennégi bemdez eul leûé évid ann diskarg eûz ar péc’hed. Glana a rî ann aoter goudé m’az pézô lazet ann hostiv a ziskarg ; hag é lardi anézhi évid hé san̄téla.

37. Glana ha san̄téla a rî ann aoter é-pad seiz dervez, hag é vézô san̄tél-brâz : kémen̄d hini a stokô out-hi a vézô san̄télet.

38. Chétu pétrâ a gennigi war ann aoter : bemdez hag héb éhan é lazi daou oan bloaz.

39. Eunn oan diouc’h ar min̄tin, hag égilé war ar pardaez.

40. Gan̄d ann oan ken̄ta é kennigi ann dékved lôden eûz ar flour gwiniz, glépiet gan̄d éôl gwasket, ar palévars eûz a eunn hin, ha kémen̄d all a wîn évid ar skuḻadek.

41. Ann oan all a gennigi war ar pardaez, enn hévélep doaré ma hon eûz lavaret diwar-benn kennig ar min̄tin ; eunn hostiv a c’houéz-vâd eo.

42. Ar sakrifiz eo a dlé béza kenniget d’ann Aotrou dré eur c’hennig peûr-baduz enn hô touez é-tâl dôr tabernakl ann désténi dirâg ann Aotrou, é péléac’h en em gavinn évit komza ouz-id.

43. Ac’hanô eo é rôinn va gourc’hémennou da vugalé Israel, hag ann aoter a vézô san̄télet gan̄t va gloar.

44. Mé a zan̄télô ivé tabernakl ann désténi gan̄d ann aoter, hag Aaron gan̄d hé vipien, évit ma vézin̄t béleien d’in.

45. Ha mé a choumô é-kreiz bugalé Israel, hag a vézô da Zoué d’ézhô.

46. Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou hô Doué, en deûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt, évit choum enn hô c’hreiz, mé ann Aotrou, hô Doué.


————


XXX. PENNAD.


Aoter al louzou c’houés-vâd. Ar c’hemmesk anézhô.


1. Ober a ri ivé eunn aoter gan̄t koat sétim, évid devi louzou c’houés-vâd.

2. Eunn ilinad é dévézô a héd, hag eunn ilinad a léd, da lavaroud eo é vézô pévar-c’hornek ; ha daou ilinad a uc’helder. Ha kerniel a zavô anézhi.

3. Hé gwiska a ri gan̄d aour ar glana, ken ar gael, ken ar speûriou trô-war-drô, hag hé gerniel. Ober a ri ivé eur gurunen aour trô-war-drô,

4. Ha diou lagaden aour a bép tû dindân ar gurunen, évit lakaad enn-hô sparlou da zougen ann aoter.

5. Ar sparlou a ri ivé gan̄t koat sétim, ha gan̄d aour é wiski anézhô.

6. Lakaad a ri ann aoter-zé rag-énep d’ar wél, péhini a zô a-ispiḻ oud ann arc’h a désténi, dirâg ar goulc’her a c’hôlô ann désténi, é peléac’h é komzinn ouz-id.

7. Hag Aaron a zevô war-n-ézhi pép min̄tin ézan̄s a c’houéz c’houék. He lakaad a rai da zevi, pa aozô ar c’hleûzeûriou.

8. Ha pa hô aozô war ar pardaez, é lakai c’hoaz ézan̄s da zevi dirâg ann Aotrou ; ar péz a vézô gréat bépréd enn hô touez.

9. Na gennigot két war ann aoter-zé louzou c’houez-vâd kemmesket enn eunn doaré all ; na bleûd-kennig, na loen-kennig, na braoued-kennig.

10. Aaron a bédô eur wéach ar bloaz war gerniel ann aoter, ô skuḻa war-n-ézhô ar goâd a vézô bét kenniget évid ar péc’hed ; eur gwalc’h eo a vézô gréat a-vépréd war ann aoter-zé enn ô touez. San̄t ar Zen̄t é vézô d’ann Aotrou.

11. Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

12. Pa géméri ann niver eûz a vugalé Israel, pép-hini a rôi d’ann Aotrou eur gwestl évid hô éné, ha na gouézô két a c’houli war-n-ézhô pa vézin̄t bét nivéret.

13. Kémen̄d hini a vézô bét nivéret hé hanô, a rôi eunn han̄ter sikl hervez men̄t ann templ. Ugen̄t obolen en deûz ar sikl. Eunn han̄ter sikl a vézô kenniget d’ann Aotrou.

14. Néb a vézô hé hanô enn nivérérez, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, a rôi ar gwéstl.

15. Ann hini pinvidik na rôi két ouc’h-penn eunn han̄ter sikl, hag ann hini paour na rôi két nébeûtoc’h.

16. P’az pézô dastumet ann archan̄t a vésô bét rôet gan̄t bugalé Israel, é rôi anézhan̄ évid ézomm ann tabernakl a désténi, évit ma vézô da én̄vor anézhô dirâg ann Aotrou, ha da ziskarg évid hô énéou.

17. Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

18. Ober a ri ivé eur véol arem, gan̄d hé zroad, évid en em wa1c’hi ; hag hé lakaad a rî étré tabernakl ann désténi hag ann aoter. Ha p’az pézô lékéat dour enn-hi,

19. Aaron hag hé vipien a walc’hô enn-han̄ hô daouarn hag hô zreid,

20. Pa vézô réd d’ézhô mon̄t ébarz ann tabernakl a desténi, ha pa vézô réd d’ézhô tôstaat oud ann aoter, évit kenniga war-n-ézhi louzou c’houéz-vâd d’ann Aotrou ;

21. Gan̄d aoun na varvchen̄t. Ar c’hémenn-man̄ a vézô da vikenn da Aaron ha d’hé wenn enn hé-c’houdé.

22. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez,

23. O lavarout : Kémer louzéier, pemp kan̄t sikl eûs ar mirr ken̄ta hag ar gwella, hag ann han̄ter kémen̄d all a zinnamom, da lavaroud eo, daou c’han̄t han̄ter-kan̄t sikl, hag ivé daou c’han̄t han̄ter-kan̄t sikl a raos-c’houék,

24. Pemp kan̄t sikl a ganell, hervez poéz ar santuar, ha gôn̄vor eunn hin a éôl olived.

25. Gan̄t kémen̄t-sé é rî oléô sakr évit ar sakradur (T), eunn tréat aozet hervez gwiziégez al louzaouer ;

26. Hag é sakri gan̄t-hi tabernakl ann desténi, hag arc’h ar gévrédigez,

37. Hag ann daol gan̄d hé listri, ar chan̄toler hag hé holl listri, aoter al louzou c’houéz-vâd,

28. Hag hini ar sakrifisou-losk, ha kémen̄d a zô réd évid hô lidou.

29. Hô san̄téla a rî holl, hag é vézin̄t san̄tel-brâs ; néb a stokô out-hô a vézô san̄télet.

30. Sakri a rî Aaron hag hé vipien, hag é san̄téli anézhô évit ma vézin̄t béleien d’in.

31. Lavaroud a ri ivé da vugalé Israel : Ann oléô sakr-man̄ (T) a vézô san̄télet ha gwéstlet d’in gan-é-hoc’h ha gan̄d hô kwenn enn hô koudé.

32. Na vézô két sakret kîg ann dén gan̄t-han̄, ha na réot két eunn all aozet ével-t-han̄, ô véza ma eo san̄télet, ha ma vézô san̄tel évid-hoc’h.

33. Piou-bennâg a aozô eunn hévélep tréat, hag a rôi eûz anézhan̄ da eunn diavésiad, a vézô kaset-kuît eûz a douez hé bobl.

34. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Kémer louzou c’houéz-vâd, stakté, hag oniks, ha galbanom c’houéz-vâd, hag ézan̄s al lugernusa ; kémen̄d ha kémen̄d a boéz eûz a bép-hini ;

35. Hag é rî eul louzou c’houéz-vâd aozet hervez gwiziégez al louzaouer, mesket gan̄t préder, ha glân, ha delliduz-brâz da véza san̄télet.

36. Ha p’az pézô hô brévet holl ével poultr ar munuta, é liki eûz ann tréat dirâk tabernakl ann désténi, el léac’h ma en em ziskouézinn did. A1 louzou-zé a vézô san̄tel-brâz évid-hoc’h.

37. Na réot két eunn hévélep kemmesk évid-hoc’h hoc’h-unan ; râk gwéstlet eo d’ann Aotrou.

38. Piou-bennâg a rai eunn hévélep tréat, évit kaout ar c’houéz anézhan̄, a vézô kaset-kuît eûz a douez hé bobl.


————


XXXI. PENNAD.


Miridigez ar Sabbat. Ann diou daolen véan.


1. Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Chétu em eûz galvet dré hé hanô Béséléel, mâb Uri, mâb Hur eûz a vreûriez Juda ;

3. Hag em eûz hé garget eûz a spéred Doué, a furnez, a boell, hag a wiziégez é pép labour,

4. Evit ober kémen̄d a helleur da ôber gan̄d aour ha gan̄d arc’han̄t, ha gan̄d arem,

5. Ha gan̄t marbr, ha gan̄t mein talvouduz, ha gan̄d koat a bép doaré.

6. Rôed em eûz d’ézhan̄ da eil Ooliab, mâb Akisamek, eûz a vreûriez Dan ; ha lékéad em eûz ar furnez é kaloun ar ré holl a zô gwiziek, évit ma rain̄t kémen̄t em eûz gourchémennet d’id.

7. Tabernakl ar gévrédigez, hag arc’h ann désténi, hag ar goulc’her a zô war-n-ézhî, hag holl listri ann tabernakl,

8. Hag ann daol gan̄d hé listri, hag ar c’han̄toler glàn-brâz gan̄d hé listri, hag aoter al louzou c’houéz-vâd,

9. Hag aoter ar sakrifiz-losk gan̄d hé holl listri, hag ar véol gan̄d hé zroad,

10. Ha diḻad san̄tel Aaron, ar bélek-brâz, hag hé vipien, évit m’hô dévézô gwiskou sakr pa rain̄t hô c’harg,

11. Hag ann oléô sakr (T), ha louzou c’houéz-vâd ar san̄tuar. Ober a rain̄t kémen̄d am eûz gourc’hémennet d’id.

12. Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout :

13. Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô : Mirit gan̄d évez va sabbat ; râg ann arouéz eo étré mé ha c’houi, hag hô pugalé enn hô koudé ; évit ma wiot pénaoz eo mé ann Aotrou, a zan̄tela ac’hanoc’h.

14. Mirit va sabbat ; râk san̄tel eo d’é-hoc’h. Néb en dévézô hé dorret, a vézô lékéad d’ar marô. Piou-bennâg a labourô enn deiz-zé, é vézô kaset-kuît hé éné eûz a douez hé bobl.

15. É-pâd c’houéac’h dervez é labourot ; ar seizved dervez eo ar sabbat, éhan gwestlet d’ann Aotrou. Piou-bennâg a labourô enn deiz-zé, a varvô.

16. Ra virô bugalé Israel ar sabbat, ha ra lidin̄t anézhan̄ a oad é oad. Eur gévrédigez da viken eo,

17. Etré mé ha bugalé Israel, hag eunn arouéz a badô bépred ; râg é c’houéac’h dervez en deûz ann Aotrou gréad ann én̄v hag ann douar, ha d’ar seizved deiz en deûz éhanet da laboura.

18. Ann Aotron goudé béza komzet ével-sé war vénez Sinai, a roaz da Voizez diou daolen vein ann désténi, skrivet gan̄t bîz Doué.


————


XXXII. PENNAD.


Al leûé aour. Moizez a dorr taolennou al lézen.


1. Hôgen ar bobl ô wélout pénaoz Moizez a zaléé da ziskenni diwar ar ménez, en em zavaz a-énep Aaron, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, grâ d’é-omp douéed hag a gerzô enn hor raok ; râk Moizez, ann dén-zé péhini en deûz hon tennet eûz a zouar ann Éjipt, na ouzomp két pétrâ a zô c’hoarvézet gan̄t-han̄.

2. Hag Aaron a lavaraz d’ézhô : Tennit al lagadennou-skouarn d’hô kragez, d’hô mipien ha d’hô merc’hed, ha digasit-hô d’in.

3. Ar bobl a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet Aaron, hag a zigasaz d’ézhan̄ al lagadennou-skouarn.

4. Aaron ô véza hô c’héméret, a lékéaz hô zeûzi, hag a réaz gan̄t-hô eul leûé teûz ; hag hî a lavaraz : Chétu da zouéed, Israel, péré hô deûz da zigaset eûz a zouar ann Éjipt.

5. Pa wélas Aaron kémen̄t-sé, é savaz eunn aoter dira-z-han̄, hag é lékéas da embanna, ô lavarout : War-c’hoaz éma lîd ann Aotrou.

6. Hag hî ô sével diouc’h ar min̄tin, a gennigaz sakrifisou-losk, hag hostivou a béoc’h ; hag ar bobl a azézaz évid dibri hag évid éva, hag a zavaz évit c’hoari.

7. Hôgen ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout : Kéa, diskenn ; râk da bobl, péhini éc’h eûz tennet eûz a zouar ann Éjipt, en deûz péchet.

8. En em dennet hô deûz buan eûz ann hen̄t éz pôa diskouézet d’ézhô ; gréad hô deûz évit-hô eul leûé teûz, hé azeûlet hô deûz, hag ô sakrifia hostivou d’ézhan̄, hô deûz lavaret : Chétu da zouéed, Israel, péré hô deûz da zigaset eûz a zouar ann Éjipt.

9. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Gwéloud a rann pénaoz ar bobl-zé a zô kalet a benn.

10. Va lez da ôber, évit ma savô va buanégez enn hô énep, ha ma hô gwastinn ; ha mé az lakai é penn eur bobl vrâz all.

11. Hôgen Moizez a bédé ann Aotrou hé Zoué, ô lavarout : Pérâg, Aotrou, é sâv drouk enn-oud a-énep (T) da vobl, péhini éc’h eûz tennet eûz a zouar ann Éjipt gan̄d eunn ners vrâz, hag eunn dourn kré ?

12. Gra, mé az péd, émé-z-han̄, na lavaro két ann Éjiptianed : Hô zennet en deûz gan̄d ijin, évid hô laza er ménésiou, hag hô gwasta diwar ann douar ; ra habaskai da vuanégez, ha béz trugarézuz é-kén̄ver fallagriez da bobl.

13. Az péz koun eûz a Abraham, eûz a Izaak, hag eûz a Israel da zervicherien, da béré éc’h eûz touet dré-z-od da unan, ô lavarout : Kreski a rinn hô kwenn ével stéred ann én̄v ; hag é rôinn d’hô pugalé ann holl zouar-man̄, a béhini em eûz komzet ouz-hoc’h, hag hô pézô anézhan̄ da-vikenn.

14. Neûzé ann Aotrou a habaskaaz, ha na fellaz mui d’ézhan̄ ôber d’hé bobl ann droug en dôa lavaret é rajé.

15. Ha Moizez a zistrôaz diwar ar ménez, hag hén̄ ô tougen enn hé zourn ann diou daolen a désténi, skrivet enn daou dû,

16. Gréat gan̄t labour Doué ; skrid a oa ivé kizellet gan̄d Doué war ann daolennou.

17. Hôgen pa glevaz Jozué ann dispac’h hag ar safar eûz ar bobl, é lavaraz da Voizez : Trouz brézel a gleveur er c’hamp.

18. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : Né kéd azé garm tûd en em argad d’ann emgann, na mouéz tûd a laka hô énébourien da dec’hi ; hôgen mé a glev mouéz kanerien.

19. Ha pa dôstaaz oud ar c’hamp, é wélaz al leûé hag ann dan̄sou ; hag ô véza savet eunn drouk brâz enn-han̄, é taolaz ann daolennou eûz hé zourn, hag é torraz anézhô out troad ar ménez.

20. Hag ô kémérout al leûé hô dôa gréat, é tevaz anézhan̄ hag hel lékéaz e poultr a daolaz enn dour, hag a rôaz da éva da vugalé Israel.

21. Ha Moizez a lavaraz da Aaron : Pétrâ en deûz gréat ar bobl-zé d’id, évid tenna war-n-ézhan̄ eur pec’hed ker brâz ?

22. Hag Aaron a lavaraz : Na vézet két drouk enn-oud, va Aotrou (T) ; râk té a anavez ar bobl-man̄, hag a oar pénaoz eo douget d’ann drouk.

23. Lavaret hô deûz d’in : Gra d’é-omp douéed hag a gerzô enn hor raok ; rag ar Moizez-zé en deûz hon tennet eûz a zouar ann Éjjipt, na ouzomp két pétrâ a zô c’hoarvézet gan̄t-han̄.

24. Ha mé em eûz lavaret d’ézhô : Piou ac’hanoc’h en deûz aour ? Hag hî hô deûz hé zigaset hag hé rôet d’in ; hé lékéat em eûz enn tân, hag al leûé-zé a zô deûet er-méaz.

25. Moizez éta ô wélout pénaoz ar bobl a oa choumet enn noaz (râg Aaron en dôa hô diwisket, évid ann argarzidigez louz zé, hag hô lékéat enn noaz é-mesk hô énébourien),

26. A zavaz é-tâl dôr ar c’hamp, hag a lavaraz : Néb a zô a dû gan̄d ann Aotrou, en em unvanet gan-én̄. Hag holl vipien Lévi en em zastumaz war hé drô,

27. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel : Ra lakai pép dén hé glézé war hé vorzed. It ha deûit eûz ann eil zôr d’ébén dré greiz ar c’hamp, ha lazet pép hini hé vreûr, hé viñoun, hag hé amézek.

28. Ha mipien Lévi a réaz ével m’en dôa lavaret Moizez ; hag é lazchon̄t enn deiz-zé war-drô tri mil dén war-n-ugen̄t.

29. Neûzé Moizez a lavaraz d’ézhô : Gwéstlet hoc’h eûz hiriô hô taouarn d’ann Aotrou, ô laza hô mâb, hag hô preûr, évit ma vézô rôet bennoz d’é-oc’h.

30. An̄trônôz Moizez a lavaraz d’ar bobl : Eur péc’hed brâz-meûrbéd hoc’h eûz gréat ; piña a rinn étrézég ann Aotrou, évit gwélout ha mé a hellinn é nép doare hé habaskaat enn abek d’hô kwall.

31. Hag ô véza distrôet étrézég ann Aotrou, e lavaraz d’ézhan̄ : Eur péc’hed brâz-meûrbéd en deûz gréat ar bobl-man̄, ha gréat hô deûz évit-hô douéed aour ; mé az péd stard da zisteûrel d’ézhô ar péc’hed-zé ;

32. Pé ma na réz, da lémel ac’hanoun diwar da levr éc’h eûz skrivet.

33. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Néb en dévézô pec’het em énep, hen-nez a laminn eûz va levr.

34. Hôgen té, kéa ha kâs ar bobl-zé d’al léac’h em eûz lavaret d’id ; va éal a gerzô enn da raok. É deiz ar ven̄jan̄s é wélinn hag é kastizinn (M) ar péc’hed-zé hô deûz gréat.

35. Ann Aotrou a skôaz éta war ar bobl, enn abeg da wall al leûe en dôa gréat d’ezhô Aaron.


————


XXXIII. PENNAD.


Ann Israélited a wél hô gwall. Habaskaad a ra Doué.


1. Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout : Kerz, ha kéa er-méaz eûz ar vrô-man̄, té hag ar bobl éc’h eûz tennet eûz a vrô ann Éjipt, ha kéa d’ar vrô em eûz touet é rôjenn da Abraham, ha da Jakob, ô lavarout : D’az gwenn hé rôinn.

2. Ha mé a gasô eunn éal enn da raok, évit ma kasinn kuit ar C’hananéad, ann Amorréad, ann Hétéad, ar Férézéad, ann Hévéad, hag ar Jébuzéad ;

3. Ha ma’z î ébarz enn eur vrô é péhini é tivér al léaz hag ar mél. Râk na biñinn két dî gan-éz, dré ma’z oud eur bobl kalet a benn, gan̄d aoun na zeûjenn d’az bévézi enn hen̄t.

4. Pa glevaz ar bobl ar geriou réchuz-zé, en em lékéaz da wéla ; hag hini anézhô na wiskaz hé zaéou kaer diouc’h ar c’hîz.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Lavar da vugalé Israel : Eur bobl kalet a benn oud ; eur wéach é teûinn enn da greiz, hag éz kasinn-da-gét. Hôgen bréman̄ diwisk da zaéou kaer, évit ma wézinn pétrâ a rinn d’id.

6. Bugalé Israel a kuitaaz éta hô saéou kaer é troad ménez Horeb.

7. Moizez a géméraz ivé ann tabernakl, hag a steñaz anézhan̄ pell diouc’h ar c’hamp ; hag é c’halvaz anézhan̄ tabernakl ar gévrédigez. Ha kémen̄d hini eûz ar bobl en dôa eunn diez-bennâg, a iéa er-méaz eûz ar c’hamp da gavout tabernakl ar gévrédigez.

8. Pa’z éa Moizez er-méaz évit mon̄d étrézég ann tabernakl, ann holl bobl a zavé, ha pép-hini a choumé enn hé zâ é-tâl dôr hé delt, hag é sellen̄t out kein Moizez, bété ma oa éat ébarz ann tabernakl.

9. Pa oa éat Moizez ébarz ann tabernakl a gévrédigez, ar peûl-koabr a ziskenné, hag a choumé enn hé zâ oud ann ôr, hag ann Aotrou a gomzé out Moizez.

10. Ann holl bobl ô wélout pénaoz ar peûl-koabr a choumé oud dôr ann tabernakl, a choumé ivé hô-unan oud dôr hô zeltou, hag a azeûlé ann Aotrou.

11. Hôgen ann Aotrou a gomzé out Moizez dremm-ouc’h-dremm, é-c’hiz ma eo boazet eunn dén da gomza oud hé viñoun ; ha pa zistrôé-hén̄ d’ar c’hamp, Jozué, mâb Nun, dén iaouan̄k hé zervicher, na zeûé két er-méaz eûz ann tabernakl.

12. Hôgen Moizez a lavaraz d’ann Aotrou : Té a c’hourc’hémenn d’in kâs ar bobl-man̄ ; ha na lévérez két d’in piou a dléez da gâs gan-én̄, pétrâ-bennâg ma éc’h eûz lavaret d’in : Da anaoud a rann dré da hanô, ha té éc’h eûz kavet trugarez dira-z-oun.

13. Ma em eûz éta kavet trugarez dira-z-od, diskouéz d’in da zremm, évit ma anavézinn ac’hanod, ha ma kavinn trugarez dirâk da zaoulagad ; sell oud ar vrôad-man̄ a zô da bobl.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz : Va dremm a iélô enn da raok, ha da lakaat a rinn da éhana.

15. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : Ma na gerzez két da-unan enn hor raok, na denn két ac’hanomp eûz al léac’h-man̄.

16. Râk pénaoz é wézimp ni, mé ha da bobl, hon eûz kavet trugarez dira-z-od, ma na gerzez két gan-é-omp, évit ma vézimp meûlet gan̄d ann holl boblou a choum war ann douar ?

17. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Ober a rinn ar péz éc’h eûz lavaret ; râk kavet éc’h eûz trugarez dira-z-oun, ha da anaoud a rann dré da hanô.

18. Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄ : Diskouéz d’in da c’hloar.

19. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a ziskouézô d’id ann holl vadou, hag a c’halvô dira-z-od hanô ann Aotrou. Trugarez a rinn da néb a fellô d’in, hag habask é vézinn é-kéver kémen̄d hini ha ma kirinn.

20. Doué a lavaraz c’hoaz : Na helli két gwélout va dremm ; râk dén é-béd, hag hén̄ béô, na wélô ac’hanoun.

21. Hag ann Aotrou a lavaraz c’hoaz : Chétu éz eûz eul léac’h ma’z ounn enn-han̄, é péhini en em zalc’hi war ar méan ;

22. Ha pa vézô tréménet va gloar, é likinn ac’hanod é toull ar méan, hag é c’hôlôinn ac’hanod gan̄t va dourn, bété ma vézinn tréménet.

23. Ha mé a dennô va dourn, ha té a wélô va c’hein, râk na helli két gwélout va dremm.


————


XXXIV. PENNAD.


Névézi a ra Doué hé gévrédigez.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez : Grâ d’id diou daolen véan ével ar ré gen̄ta, ha mé a skrivô war-n-ézhô ar geriou a ioa war ann daolennou éc’h eûz torret.

2. Béz daré adaleg ar min̄tin évit piña râk-tâl war vénez Sinai, hag é choumi gan-én̄ war lein ar ménez.

3. Na biñet dén gan-éz, ha na vézet gwélet dén war ann holl vénez ; na beûren̄t zô-kén a zirâg, nag ann éjenned, nag ann dén̄ved.

4. Moizez a vénaz éta diou daolen véan, é doaré ar ré gen̄ta ; hag ô sével abarz ann deiz, é piñaz war vénez Sinai, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄, hag é tougé ann daolennou enn hé zourn.

5. Hag ann Aotrou ô véza diskennet enn eur goabren, Moizez a choumaz gan̄t-han̄, hag a bédaz hanô ann Aotrou.

6. Ha pa dréméné ann Aotrou é-biou d’ézhan̄, é lavaraz : Roué, Aotrou Doué, trugarézuz ha kûn̄, habask, leûn a drugarez hag a wirionez ;

7. Péhini a vir ann trugarez é mil nested ; a zistol ar fallagriez, hag ar gwallou, hag ar péc’héjou ; dirâk péhini dén n’eo dinam anezhan̄ hé-unan ; péhini a zistol fallagriez ann tadou war ar vugalé ha war bugalé hô bugalé, bétég ann drédé hag ar bévaré wenn.

8. Kerken̄t Moizez a stouaz bétég ann douar, hag oc’h azeûli,

9. É lavaras : Ma em eûz kavet trugarez dira-z-od, ô Aotrou, kerz gan-é-omp, mé az péd (râg ar bobl-man̄ a zô kalet a benn) ; distol hor fallagriézou hag hor péc’héjou, ha piaou ac’hanomp.

10. Hag ann Aotrou a lavaraz : Ober a rinn kévrédigez dirâk da holl bobl ; burzudou a rinn ha n’in̄t két bét gwélet biskoaz war ann douar, nag é brôad é-béd ; évit ma wélô ar bobl-zé é-kreiz péhini émoud, pégen eûzuz eo al labour a dléann da ôber, me ann Aotrou.

11. Mîr kémen̄d a c’hourc’hémennann hiriô d’id ; ha mé va-unan a lakai da dec’het enn da raok ann Amorréad, hag ar C’hananéad, hag ann Hétéad, hag ar Férézéad, hag ann Hévéad, hag ar Jébuséad.

12. Mîr na rî bikenn kévrédigez gan̄t tûd ar vrô-sé ; râg évit da goll é vé ;

13. Hôgen diskar hô aotériou, torr hô skeûdennou, ha trouc’h hô c’hoajou sakr.

14. Na azeûl két a zoué a-ziavéaz. Ann Aotrou a zô hanvet ann Doue oazus ; baizig eo Doué.

15. Na ra kéd a gévrédigez gan̄t tûd ar brôiou-sé, gan̄d aoun, goudé m’hô dévézô en em zaotret gan̄d hô douéed, ha m’hô dévézô azeûlet ar skeûdennou, na zeûjé unan-bennâg anézhô d’az gervel évid da lakaad da zibri eûz hô loéned lazet.

16. Na géméri kéd a c’hragez évid da vipien e-touez hô merc’hed, gan̄d aoun, goudé béza en em zaotret hô-unan̄, na lakajen̄t da vipien d’en em zaotra ivé gan̄d hô douéed.

17. Na ri két d’id douéed teûz.

18. Goél ar bara dic’hoell a viri. É-pâd seiz dervez é tibri bara dic’hoell, é mîz ar frouez névez, ével ma em eûz gourc’hémennet d’id ; râg é miz ann névez-amzer oud deûed er-méaz eûz ann Éjipt.

19. Kémen̄t pâr a zigorô kôv hé vamm a vézô d’in. Ar ré gen̄ta ganet eûz ann holl loéned, kenn eûz ann éjenned, kenn eûz ann dén̄ved a vézô d’in.

20. Ar c’hen̄ta-ganet eûz a eunn azen a zaspréni gan̄d eunn oan ; hôgen ma n’her prénez két, é lazi anézhan̄. Ar c’hen̄ta ganet eûz da vipien a zaspréni ; ha n’en em ziskouézi két dira-z-oun da zaouarn goullô.

21. É-pâd c’houéac’h dervez é labouri, hag er seizved deiz éc’h éhani da arat ha da védi.

22. Goél ar sizuniou a lidi, ô kenniga ar c’hen̄ta frouez eûz a védérez da winiz, ha goél divéz ar bloaz, pa véz dastumet ann holl frouézou.

23. Teir gwéach er bloaz da holl oazed en em ziskouézô dirâg ann Aotrou holl c’halloudek, Doué Israel.

24. Râk p’am bézô kaset-kuît ar brôadou eûz a zira-z-od, ha p’am bézô astennet da harzou, nép-hini na aozô spiou oud da vrô, mar piñez ha ma en em ziskouézez teir gwéach er bloaz dirâg ann Aotrou da Zoué.

23. Na gennigi két gan̄t goell goâd al loen a lazi em énor ; ha na choumô nétra eûz a loen goél pask bétég ar min̄tin.

26. Ken̄ta-frouez da zouar a gennigi é tî ann Aotrou da Zoué. Na boazi két ar menn-gavr a zen hé vamm.

27. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voizez : Skrîv évid-od ar geriou-man̄, dré béré em eûz gréat kévrédigez gan-éz ha gan̄d Israel.

28. Choum a réaz éta énô gan̄d ann Aotrou daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez ; na zebraz két a vara, ha na évaz két a zour ; hag hén̄ a skrivaz war ann daolennou ann dég gér a gévrédigez.

29. Ha pa ziskenné Moizez diwar vénez Sinai, é tougé ann diou daolen a désteni, ha na wié két é strin̄ké lugern diwar hé dal, goudé (T) béza bét ô komza gan̄d ann Aotrou.

30. Hôgen pa wélaz Aaron ha bugalé Israel é lugerné tal (T) Moizez, hô dôé aoun ô tôstaad oud-han̄.

31. Hag hén̄ ô véza hô galvet, Aaron ha pennou ar sinagog a zistrôaz d’hé gavout. Ha pa en dôé komzet out-hô,

32. Holl vugalé Israei a zeûaz ivé étrézég enn-han̄ ; hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhô kémen̄d en dôa klevet gan̄d ann Aotrou war vénez Sinai.

33. Ha pa en dôé peûr-gomzet out-hô, é lékéaz eur wél war hé benn.

34. Pa’z éa Moizez enn tabernakl, ha pa gomzé gan̄d ann Aotrou, é tenné ar wél beté ma teûé er-méaz ; ha neûzé é lavaré da vugalé Israel kémen̄d a oa bét gourc’hémennet dézhan̄.

35. Ar ré-man̄ a wélé ar skédou war benn Moizez pa zeûé er-méaz eûz ann tabernakl ; hôgen hén̄ a c’hôlôé adarré hé benn, pa gomzé out-hô.


————


XXXV. PENNAD.


Kémennou Doué. Rôou ann Israélited.


1. Moizez éta ô véza dastumet holl vugalé Israel, a lavaraz d’ézhô : Chétu ann traou en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da ôber.

2. É-pâd c’houéac’h dervez é labourot : ar seizved deiz a vézô san̄tel évid-hoc’h, ô véza ma eo ar sabbat hag éhan ann Aotrou. Néb a rai labour enn deiz-zé, a vézô lazet.

3. Na c’houézot két a dân enn hoc’h holl diez é deiz ar sabbat.

4. Moizez a lavaraz c’hoaz da vagad holl vugalé Israel : Chétu ar péz a c’hourc’hémenn ann Aotrou, ô lavarout :

5. Likid a dû enn hô tiez hô rôou ken̄ta évid ann Aotrou ; kémen̄d hini hô c’hennigô a galoun vâd hag a ioul fran̄k : aour, hag arc’han̄t, hag arem ;

6. Ha mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan, ha bléô gevr,

7. Ha krec’hin maout livet é rûz, ha krec’hin glâz-rûz, ha koat sétim ;

8. Hag éôl évid aoza ar gleûzeûriou, hag évid ôber trétou, hag a bép louzou c’houés-vâd ;

9. Mein oniks, ha mein talvouduz-brâz évit kin̄kla ann éfod hag ar rational.

10. Kémen̄d hini ac’hanoc’h a zô gwiziek, deûet, ha graet ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou ;

11. Da lavaroud eo, ann tabernakl, gan̄d hé dôen hag hé c’houlc’her, hé lagadennou, hé elfennou, hé sparlou, hé beûliou, hag hé steûdennou ;

12. Ann arc’h, hag hé sparlou, hag hé goulc’her, hag ar wél a vézô a-ispiḻ dira-z-hi ;

13. Ann daol gan̄d hé sparlou, hag hé listri, hag ar baraou a gennig ;

14. Ar c’han̄toler évit dougen ar goulaouennou, hé listri hag he gleûzeûriou, hag ann éôl évid énaoui ann tân ;

15. Aoter al louzou c’houés-vâd, hag hé sparlou, hag oléô ar sakradur, hag al louzou c’houés-vâd ; hag ann telt é-tâl dôr ann tabernakl ;

16. Aoter ar sakrifiz-losk, hag hé gael arem, hé sparlou hag hé listri, ar véol hag hé zroad ;

17. Gweliou al leûr, gan̄d ar peûliou hag hô steûdennou, hag ann telt é dôr ar pors ;

18. Ha peûliouigou ann tabernakl hag eûz al leur, gan̄d hô c’herdinigou ;

19. Ar wiskou a lékéeur é lid ar san̄tuar, gwiskou Aaron ar bélék-brâz hag hé vipien, évit ma rain̄t ar garg a véleien d’in.

20. Pa oé éat-kuît ann holl strollad eûz a vugalé Israel a zirâk Moizez,

21. É kennigchon̄t d’ann Aotrou, a galoun vâd hag a ioul fran̄k, hô rôou ken̄ta, évid al labour a ioa da ôber d’ann tabernakl a désténi ; hag évit kémen̄t a oa réd évid al lîd hag ar wiskou san̄tel ;

22. Ar goazed gan̄d ar merc’hed a rôaz hô lagadennou-bréac’h, hag hô lagadennou-skouarn, hag hô bizou, hag hô c’helc’hennou ; ann holl listri aour a oé lékéad a dû évit béza kenniget d’ann Aotrou.

23. Néb en dôa mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan, ha bléô gevr, ha krec’hin maout livet é rûz, ha krec’hin glâz-rûz,

24. Hag arc’han̄t, hag arem, a gennigaz anézhô d’ann Aotrou, gan̄t koat sétim évid ôber meûr a drâ.

25. Ar merc’hed gwiziek a rôaz ivé mézer glâz, ha limestra, ha tané, ha lien moan ;

26. Ha bléô gevr hô dôa nézet hô-unan ; hag é rôjon̄t holl a galoun vâd.

27. Hôgen prin̄sed ar bobl a gennigaz mein oniks, ha mein talvouduz-brâz évid ann éfod hag ar rational ;

28. Ha louzou c’houés-vâd, hâg éôl évid aoza ar gleûzeûriou, hag évid ôber trétou, hag a bép louzou c’houés-vâd.

29. Ann holl oazed hag ann holl verc’hed a réaz hô rôou a galoun vâd, évid ôber al labouriou en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré c’hénou Moizez. Hag holl vugalé Israel a wéstlaz kémen̄t-sé d’ann Aotrou a ioul fran̄k.

30. Neûzé Moizez a lavaraz da vugalé Israel : Chétu en deûz ann Aotrou galvet dré hé hanô Béséléel, mâb Uri, mâb Hur eûz a vreûriez Juda.

31. Hag hé garget en deûz eûz a spéred Doué, a furnez, a boell, a wiziégez hag a bép kélen,

32. Évit kavout hag évit ôber pép labour gan̄d aour, gan̄d arc’han̄t, ha gan̄d arem ;

33. Évit kizella ar vein, hag évit kilvizia ; kémen̄d a hell béza gréat er c’hôvell,

34. En deûz lékéad enn hé spéred ; hag é spéred Ooliab, mâb Akisamek eûz a vreûriez Dan.

35. Hô leûniet en deûz a furnez, évid ôber labour ar c’halvez, ar gwiader, ar brouder, gan̄t mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan ; m’hô gwéin̄t holl, ha ma rain̄t traou névez.


————



XXXVI. PENNAD.


Largen̄tez ré vrâz ann Israélited. Ann tabernakl.


1. Béséléel éta, hag Ooliab, ha kémen̄d dén gwiziek da béhini en dôa rôed ann Aotrou ar furnez hag ar poell évid ôber al labouriou a oa réd, hag a oa gourc’hémennet gan̄d ann Aotrou évid ar san̄tuar, en em lékéaz da laboura.

2. Ha pa en dôé Moizez hô galvet, ha kémen̄d dén gwiziek da béré en dôa ann Aotrou rôed ar furnez, hag ar ré a oa en em genniget hô-unan évid ôber al labour,

3. É rôaz d’ézhô holl rôou bugalé Israel. Ha p’az éa ar ré-man̄ enn hô labour, ar bobl a gennigé bép min̄tin rôou all.

4. Râk sé al labourérien a zeûaz,

5. Hag a lavaraz da Voizez : Mui é kennig ar bobl égét n’eo réd.

6. Moizez a c’hourc’hémennaz éta ma vijé disklériet gan̄t mouéz eunn embanner, na vijé kenniget mui nétrâ na gan̄t goaz, na gan̄t maouez, évid ôber ar san̄tuar. Evel-sé é oé éhanet kenniga rôou,

7. O véza ma oa bét kenniget a-walc’h, ha dreist-réd zô-kén.

8. Ar ré holl a oa leûn hô c’haloun a furnez évid ôber labour ann tabernakl, a réaz éta dég gwél lien moan trôet, a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gan̄t meûr a labour a vroudérez.

9. Pép-hini anézhô é dôa eiz ilinad war-n-ugen̄t a héd, ha pévar ilinad a léd ; hag ann holl wéliou a ioa eûz ann hévélép men̄t.

10. Hag hén̄ a stagas pemp gwél ann eil oud ébén, hag ar pemp all ivé ann eil oud ébén.

11. Ober a réaz ivé liammou a liou glâz out béven unan eûz ar gwéliou a bép tû, hag é béven ar wél all enn hévélép doaré ;

12. Évit ma en em gafché al liammou ann eil dirâg égilé, ha ma vé staget ar gwéliou kévret.

13. Râk sé é teûzaz ivé hanter-kan̄t lagaden aour, é péré éz ajé liammou ar gwéliou, ha na rajen̄t néméd eunn tabernakl.

14. Ober a réaz ivé unnék pallen bléô gevr évit gôlei gorré ann tabernakl.

15. Ann héd eûz a eur ballen a ioa eûz a drégon̄t ilinad, hag al léd eûz a bévar ilinad ; eûz a eur ven̄t é oa ann holl ballennou.

16. Pemp anézhô a stagaz ann eil ouc’h ébén, hag ar c’houéac’h all a stagaz ivé war eunn tû.

17. Ober a réaz ivé han̄ter-kan̄t liamm out béven unan eûz ar pallennou, hag han̄ter-kan̄t out béven ébén, évid hô staga kévret.

18. Ober a réaz c’hoaz han̄ter-kan̄t lagaden arem, évid hô staga oud ann dôen, hag évid ôber eûz ann holl ballennou eur ballen hép-kén.

19. Ober a réaz ivé eur gôlô évid ann tabernakl gan̄t krec’hin maout livet é rûz, ha war-c’horré eur gôlô all a grec’hin livet é glâz-rûz.

20. Ober a réaz ivé elfennou koat sétim, évit lakaad enn hô zâ oud ann tabernakl.

21. Pép-hini eûz ann élfennou é dôa dég ilinad a héd, hag eunn ilinad han̄ter a léd.

22. É péb elfen é oé gréat diou c’haran, évid hô framma ann eil gan̄d ébén. Hag ann holl elfennou a oe reizet ével-sé.

23. Ugen̄t a oa anézhô enn tû a zellé oud ar c’hresteiz,

24. Gan̄t daou-ugen̄t steûden arc’han̄t. Péb elfen a oa douget war ziou steûden, a bép tû eûz ar c’horniou, el léac’h ma en em gav ann diou c’haran.

25. Ugen̄t elfen a réaz ivé évid ann tû eûz ann tabernakl a zellé oud ann han̄ter-nôz.

26. Gan̄d daou-ugen̄t steûden arc’han̄t, diou steûden dré béb elfen.

27. Hôgen war-zû ar c’hûz-héol, da lavaroud eo war-zû ann tabernakl a zellé oud ar môr, é réaz c’houéac’h elfen,

28. Ha diou all é korniou adré ann tabernakl.

29. Hag hî a oé frammet adaleg ar sôl bétég al léin, ha gan̄d eunn hévélep framm é oen̄t dalc’het. Ével-sé é réaz enn daou dû eûz ar c’horniou ;

30. Évit ma vijé eiz elfen enn holl, ha c’houézek steûden arc’han̄t, diou steûden évid eunn elfen.

31. Ober a réaz ivé sparlou gan̄t koat sétim, pemp évid derc’hel ann elfennou enn eur c’hostez eûz ann tabernakl,

32. Ha pemb all évid derc’hel ann elfennou eûz ann tû all ; hag ouc’h-penn, pemb all c’hoaz évit tû ar c’hûz-héol eûz ann tabernakl a zellé oud ar môr.

33. Ober a réaz ivé eur sparl all, a iéa a-dreûz d’ann holl elfennou, eûz a eur penn d’égilé.

34. Gan̄d aour é c’hôlôaz ann elfennou, dindân-hô steûdennou arc’han̄t teûzet ; ha lagadennou aour a réaz, évid derc’hel ar sparlou gan̄t-hô ; ar ré-man̄ a c’hôlôaz ivé gan̄t taolennou aour.

35. Ober a réaz ivé eur wél a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gréat gan̄t lien moan trôet, war béhini é oé gréat labour broudérez, é meûr a zoaré.

36. Ober a réaz pévar peûl koat sétim, a chôlôaz a aour gan̄d hô fennou, dindân-hô steûdennou arc’han̄t teûzet.

37. Ober a réaz ivé eunn telt dirâk dôr ann tabernakl, hag ann telt a oa a liou glâz, ha limestra, ha tané, ha lien moan trôet, ha gôlôet a vroudérez ;

38. Ha pemp peûl gan̄d hô fennou, a c’hôloaz a aour ; hag hô steûdennou a oé gréat gan̄d arem teûzet.


————


XXXVII. PENNAD.


Ann arc’h. Ann daol. Ar c’han̄toler aour. Aoter al louzou-c’houés-vâd.


1. Béséléel a réaz ivé ann arc’h gan̄t koat sétim, péhini é doa daou ilinad han̄ter a héd, eunn ilinad han̄ter a led, hag eunn ilinad han̄ter a uc’helded ; hé gôlei a réaz gan̄d aour ar glana enn diabarz, hag enn diavéaz ;

2. Hag hén̄ a réaz war hé gorré eur gurunen aour, a iéa trô-war-drô.

3. Lakaad a réaz péder lagaden aour teûzet é pévar c’horn ann arc’h, diou lagaden enn eunn tû, ha diou enn tû all.

4. Sparlou a réaz ivé gan̄t koat sétim, hag hô c’hôlôaz gan̄d aour ;

5. Hag hô lakaad a réaz el lagadennou a ioa é korniou ann arc’h évid hé dougen.

6. Ober a réaz ivé ar goulc’her, da lavaroud eo ann orakl gan̄d aour ar glana, péhini en dôa daou ilinad han̄ter a héd, hag eunn ilinad han̄ter a léd ;

7. Hag ivé daou chérubin aour gréat gan̄d ar morzol, a lékéaz enn daou benn eûz ar goulc’her ;

8. Eur chérubin é penn eunn tû, hag eur chérubin all é penn ann tû all ; daou chérubin, unan é pép penn eûz ar goulc’her.

9. Astenna a réan̄t hô eskel, hag é c’hôlôen̄t ar goulc’her, hag hî a zellé ann eil ouc’h égilé, hag oud ar goulc’her.

10. Ober a réaz ivé eunn daol gan̄t koat sétim, péhini é dôa daou ilinad a héd, eunn ilinad a léd, hag eunn ilinad han̄ter a uc’heldéd.

11. Gan̄d aour ar glana hé gôlôaz, hag eur véven aour a réaz trô-war-drô.

12. War ar véven é lékéaz eur gurunen aour gompez a bévar biz a uc’helded, ha war hou-man̄ eur gurunen aour all.

13. Teûzi a réaz ivé péder lagaden aour, a lékéaz é pévar c’horn ann daol, unan war bép troad,

14. Dindân ar gurunen ; hag é lékéaz sparlou enn-hô évit ma vijé gellet dougen ann daol.

15. Gan̄t koat sétim é réaz ivé ar sparlou, hag hô c’hôlôaz gan̄d aour,

16. Ober a réaz ivé gan̄d aour glân, évid holl ézommou ann daol-zé, pladou, kôpou, tasou, hag ézan̄souérou, é péré é tléeur kenniga ar skuḻadégou.

17. Ober a réaz ivé gan̄d aour ar glana ha gan̄d ar morzol eur c’han̄toler. Hag eûz hé walen é teûé barrou, kôpou, bolodou ha lili ;

18. C’houéac’h barr a bép tû, tri barr a eunn tû, ha tri barr a eunn tû all.

19. Tri c’hôp é doaré kraoun̄ a oé gréat out eur barr, hag eur bolod hag eul lilien ; hag ivé tri c’hôp é doaré kraoun̄ oud ar barr all, hag eur bolod hag eul lilien. Hen-nez é oa labour ar c’houéac’h barr a zavé eûz a walen ar c’han̄toler.

20. Enn hé walen é oa pévar c’hôp é doaré kraoun̄, hag eur bolod hag eul lilien dré bép-hini.

21. Bolodou a ioa é tri léac’h eûz ann daou varr, péré a ra c’houéac’h enn-holl, a zave eûz ann hévélep gwalen.

22. Ar bolodou éta hag ar barrou a oa eûz anézhan̄ ; holl e oan̄t gréat gan̄d ar morzol hag eûz a aour ar glana.

23. Ober a réaz ivé gan̄d aour ar glana seiz kleûzeur, gan̄d hô gévellou, hag al listri évit mouga ar poulc’hennou.

24. Ar c’han̄toler gan̄d hé holl listri a boézé eunn talan̄t aour.

25. Ober a réaz ivé gan̄t koat sétim aoter al louzou c’houés-vâd, péhini en dôa eunn ilinad a héd hag a léd, hag a oa pévar-c’hornek, ha daou ilinad a uc’helder ; ha kerniel a zavé eûz hé goñou.

26. Hé c’hôlei a réaz gan̄d aour ar glana, gan̄d hé gael, hag hé speûriou, hag hé gerniel.

27. Ober a réaz eur gurunen aour trô-war-drô, ha diou lagaden aour a bép tû dindân ar gurunen, évit lakaat sparlou enn-hô, da zougen ann aoter.

28. Ar sparlou a réaz gan̄t koat sétim, hag hô c’hôlôaz gan̄t taolennou aour.

29. Ober a réaz ivé oléô évit tréat ar sakrérez, hag eul louzou c’houés-vâd, hervez gwiziégez al louzaouer.


————


XXXVIII. PENNAD.


Aoter ar sakrifisou-losk. Leûr ann tabernakl.


1. Ober a réaz ivé gan̄t koat sétim aoter ar sakrifisou-losk, péhini e dôa pemb ilinad a héd hag a léd, hag a oa pévar-c’hornek ; ha trî ilinad a uc’helder.

2. Pévar c’horn a zavé eûz a bévar c’hoñ ann aoter ; hag hén̄ hé c’hôlôaz gan̄d arem.

3. Hag hén̄ a réaz gan̄d arem meûr a léstr évid ézommou ann aoter, pézéliou, gévellou, gultaniou, bac’hiou, ha pézéliou-tân.

4. Ober a réaz ivé eur gael arem é doaré eur roued, ha dindan-hi eunn oaled é-kreiz ann aôter.

5. Teûzi a réaz péder lagaden a lékéaz é pévar c’hoñ ar gael, évit lakaad ar sparlou a dlié dougen ann aoter.

6. Gan̄t koat sétim é réaz ar sparlou-zé, hag hô c’hôlôaz gan̄t taolennou arem.

7. Hag hén̄ a lékéaz ar ré-man̄ el lagadennou a zavé enn daou dû eûz ann aoter. Hôgen ann aoter né oa két fétiz ; gan̄d elfennou é oa gréat, goullô ha kleûz enn diabarz.

8. Ober a réaz ivé eur véol arem gan̄d hé zroad, gan̄d méllézourou ar merc’hed, péré a veḻé oud dôr ann tabernakl.

9. Ober a réaz ivé leûr ann tabernakl : é tû ar c’hrésteiz éz oa teltou lien moan trôet, war gan̄t ilinad a héd.

10. Béz’ éz oa ugen̄t peûl arem gan̄d hô steûdennou ; hag hô fennou gan̄d hô kizéladuriou a oa a arc’han̄t.

11. Béz’ éz oa ivé war-zû ann han̄ter-nôz teltou, peûliou, gan̄d hô steûdennou hag hô fennou eûz ann hévélep men̄t, hag eûz ann hévélep métal ;

12. Hôgen war-zû al leûr a zellé oud ar c’hûz-héol, éz oa teltou a han̄ter-kan̄t ilinad, ha dék peûl arem gan̄d hô steûdennou, ha pennou ar peûliou, gan̄d hô holl c’hizelladuriou a arc’han̄t.

13. War-zû ar sav-héol, é lékéaz teltou a han̄ter-kan̄t ilinad ;

14. A béré éz oa pemzék ilinad war eunn tû, gan̄t tri peûl hag hô steûdennou.

15. Hag ivé pemzég ilinad war ann tû all, gan̄t tri peûl hag hô steûdennou ; râg enn hô c’hreiz é réaz dôr ann tabernakl.

16. Holl deliou al leûr a oa gréat gan̄t lien moan trôet.

17. Steûdennou ar peûliou a oa a arem, hag hô fennou gan̄d hô holl gizelladuriou a oa a arc’han̄t : ha peûliou al leûr hô-unan a wiskaz gan̄t taolennou arc’han̄t.

18. É porz al leûr é réaz eunn telt gôlôet a vroudérez, a liou glâz, ha limestra, ha tané, ha gréat gan̄t lien moan trôet, péhini en dôa ugen̄t ilinad a héd, ha pemb ilinad a uc’helder, hervez ar ven̄t eûz ann holl deltou eûz al leûr.

19. Pévar peûl a ioa é dôr ann tabernakl, gan̄d hô steûdennou a arem ; hag hô fennou, gan̄d hô gizelladuriou a oa a arc’han̄t.

20. Peûliou arem a réaz ivé évit lakaat trô-war-drô d’ann tabernakl ha d’al leûr ;

21. Chétu binviou tabernakl ann désténi, diouc’h ma in̄t nivéret hervez gourc’hémenn Moizez é lidou al Lévited dré zourn Itamar, mâb Aaron, ar bélek-brâz.

22. Béséléel, mâb Uri, a ioa mâb Hur eûz a vreûriez Juda, a beûr-c’hréaz al labour, hervez ar gourc’hémenn en dôa rôet ann Aotrou dré c’hénou Moizez.

23. Da eil en dôé Ooliab, mâb Akisamek, eûz a vreûriez Dan, péhini a wié ivé laboura ervâd é koat, é neûd a bép liou, é broudérez a liou glâz, a limestra, a dané, hag a lien moan.

24. Ann holl aour a oé dispiñet évit labour ar san̄tuar, hag a oé kenniget é rôou da zoué, a oé eûz a naô dalan̄t war-n-ugen̄t, hag eûz a zeiz kan̄t sikl ha trégon̄t, hervez men̄t ar san̄tuar.

25. Ar rôou-man̄ a oé gréat gan̄d ar ré en em gavaz enn nivérérez, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, ha péré em gavaz eûz a c’houéac’h kan̄t tri mil pemp kan̄t hag han̄ter-kan̄t dén, péré a zougé ann armou.

26. Béz’ é oé ouc’h-penn kan̄t talan̄d arc’han̄t, gan̄t peré é oé gréat steûdennou ar san̄tuar, hag ar porz é péhini édô ar wél a-ispiḻ.

27. Kan̄t steûden a gan̄t talan̄t a réaz ; eûz a eunn talan̄t é oa pép steûden.

28. Mil c’houeac’h kan̄t pemzék ha tri-ugen̄t sikl arc’han̄t a lékéaz out pennou ar peûliou, hag é c’hôloaz anézhô gan̄t taolennou arc’han̄t.

29. Kenniget é oé ivé dék talan̄t ha tri-ugen̄t a arem ha daou vil pévar c’han̄t-sikl ;

30. Gan̄t péré é oé gréat ar steûdennou é dôr tabernakl ann désténi, hag ann aoter arem, gan̄d hé gael, hag ann holl listri a oa réd évit-han̄ ;

31. Ha steûdennou al leûr, kenn war-drô, kenn é-tâl ann ôr, ha peûliou ann tabernakl hag al leûr trô-war-drô.


————


XXXIX. PENNAD.


Gwiskaman̄chou ar bélek-brâz, hag ar véleien all.


1. Hôgen Béséléel a réaz gan̄t liou glâz, gan̄t limestra, gan̄t tané, ha gan̄t lien moan gwiskaman̄chou Aaron, pa réa hé garg san̄tel, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

2. Ober a réaz éta ann éfod gan̄d aour, ha mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan trôet ;

3. Broudet holl é oa. Trouc’ha a réaz follennou aour tanô, hag é réaz neûdennou anézhô, évid hô gwéa gan̄d ann neûdennou all a bép liou.

4. Ann daou dû eûz ann éfod en em unané war véven ar penn uc’héla ;

5. Hag ar gouriz a réaz gan̄d ann hévélep liou, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez.

6. Aoza a réaz ivé daou véan oniks a frammaz enn aour, ha war béré é kizellaz, gan̄t labour ar meiner, hanvou bugalé Israel.

7. Hô lakaad a réaz enn daou dû eûz ann éfod, é koun eûz a vugalé Israel, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

8. Ober a réaz ivé ar rational gan̄t labour ar vroudérien, gwéet ével ann éfod gan̄d aour, ha mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan trôet.

9. Pévar-c’hornek ha daou bléget é oa ; eur raouen en dôa a héd hag a léd.

10. Lakaad a réaz enn-han̄ péder ren̄kad mein ; er ren̄kad gen̄ta, éz oa ar sardon, hag ann topaz, hag ann éméroden :

11. Enn eil ren̄kad, ar c’harboun̄kl, hag ar safir, hag ar jasp ;

12. Enn dréde ren̄kad al ligur, hag ann agaten, hag ann amétist ;

13. Er bévaré ren̄kad, ar c’hrizolit, hag ann oniks, hag ar béril. Strobet ha frammet é oen̄t enn aour hervez hô reiz.

14. Hanvou ann daouzék breûriez Israel a oa kizellet war ann daouzék méan-zé ; eunn hanô war bép méan.

15. Ober a réjon̄t er rational chadennou eûz ann aour ar glana, a béré al lagadennou a iéa ann eil enn ébén ;

16. Ha diou vac’hik, ha diou lagaden aour. A1 lagadennou a lékéjon̄t enn daou dû eûz ar rational,

17. A béré é teûé a-ispiḻ diou chaden aour, péré a lékéjon̄t er bac’hiouigou a ioa e korniou ann éfod.

18. Ar ré-man̄ en em gavé ker reiz araok hag adré, ma en em gavé frammet ann éfod hag ar rational ann eil gan̄d égilé ;

19. Ha ma oan̄t stardet gan̄d ar gouriz, ha liammet strîz gan̄d al lagadennou, a oa unvanet gan̄d eur ruban glâz, évit na vijen̄t két laosk, ha na helljen̄t két pellaad ann eil diouc’h égilê, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

20. Ober a réjon̄t ivé saé ann éfod, holl a liou glâz.

21. Béz’ éz oa eunn toull er penn uc’héla anézhi hag enn hé c’hréiz, hag eur gourem war drô ann toull.

22. Hag er penn izéla, é lôst ar zaé, éz oa grénadou a liou glâz, ha limestra, ha tané, ha lien moan trôet ;

23. Ha kleiérigou aour ar glana, a veskchon̄t gan̄d ar grénadou é lôst ar zaé trô-war-drô.

24. Béz’ éz oa éta mesket eur c’hlôc’hig aour hag eur grénad, hag ar bélek-brâz a oa kin̄klet ével-sé pa réa hé garg, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

25. Ober a réjon̄t ivé saéou striz lien moan gwéet évid Aaron hag hé vipien ;

26. Ha mitrou lien moan gan̄d hô c’hurunennouigou ;

27. Ha bragou lien moan lin ;

28. Gan̄d eur gouriz lien moan trôet, a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, hag hén̄ broudet, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

29. Ober a réjon̄t ivé gan̄d aour ar glana ann daolen sakr hag énoruz, hag é skrivchon̄t war-n-ézhi gan̄t labour ar c’hizeller : Ar zan̄télez d’ann Aotrou.

30. Hag é stagchon̄t anézhi oud ar mitr gan̄d eul liamik glâz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

31. Ével-sé é oé peûr-c’hréat labour ann tabernakl, ha telt ann désténi. Bugalé Israel a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

32. Hag hî a gennigaz ann tabernakl, hag hé c’houlc’her, hag hé holl vinviou, al lagadennou, ann elfennou, ar sparlou, ar peûliou hag ar steûdennou ;

33. Hag ar gôlô krec’hin maout livet é rûz, hag ar gôlô all livet é glâz-rûz.

34. Ar wél, ann arc’h, ar sparlou, ar goulc’her ;

35. Aon daol gan̄d hé listri, ha gan̄t baraou ar c’hennig ;

36. Ar c’han̄toler, ar c’hleûzeûriou, hag hô listri gan̄d ann éôl ;

37. Ann aoter aour, hag ann tréat, hag al louzou c’houés-vâd ;

38. Hag ann telt é dôr ann tabernakl ;

39. Hag ann aoter arem, gan̄d hé gael, hé sparlou, hag hé holl listri : ar véol gan̄d hé zroad ; gwéliou al leûr, hag ar peûliou gan̄d hô steûdennou ;

40. Hag ann telt é dôr al leûr, gan̄d hé liammou hag hé beûliou. Na ziouéraz nétrâ eûz ar péz a oa bét gourc’hémennet da ôber évit servich ann tabernakl ha telt ar gévrédigez ;

41. Hag ar gwiskaman̄chou ivé a lékéa ar véleien er san̄tuar, da lavaroud eo Aaron hag hé vipien,

42. A gennigaz bugalé Israel, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

43. Pa wélaz Moizez pénaoz é oa peûr-c’hréat ann traou-zé holl, é vennigaz anézhô.


————


XL. PENNAD.


Sakradurez ann Tabernakl.


1. Goudé-zé ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout :

2. Er mîz ken̄ta, d’ann deiz ken̄ta eûz ar mîz, é savi tabernakl ann désténi.

3. Lakaad a rî enn-han̄ ann arc’h, hag é likî ar wél a ispiḻ dira-z-hi.

4. Dougen a rî ann daol, hag é likî war-n-ézhî, diouc’h reiz, ann traou a zô bét gourc’hémennet. Lakaad a ri ar c’han̄toler gan̄d hé gleûzeûriou,

5. Hag ann aoter aour war béhini é teveur ann ézan̄s, dirâg arc’h ann désténi. Lakaad a rî ann telt é dôr ann tabernakl,

6. Ha dira-z-han̄ aoter ar sakrifisou-losk ;

7. Étré ann aoter hag ann tabernakl, ar véol a vézô leûn a zour.

8. Lakaad a rî teltou trô-war-drô d’al leûr ha d’hé dôr.

9. Hag ô kémérout oléô ar sakradur, é sagri ann tabernakl gan̄d hé listri, évit ma vézin̄t san̄télet ;

10. Aoter ar sakrifisou-losk, hag hé holl listri ;

11. Ar véol gan̄d hé droad ; holl é sakri anézhô gan̄d oléô ar sakradur, évit ma vézin̄t san̄tel-brâz.

12. Kâs a rî Aaron hag hé vipien oud dôr tabernakl ann désténi, hag ô véza hô gwalc’het gan̄d dour,

13. É wiski anézhô gan̄t gwiskaman̄chou san̄tel, évit ma zervichin̄t ac’hanoun, ha ma tréménô hô sakradur enn eur vélégiez peûr-baduz.

14. Ha Moizez a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’éz-han̄.

15. Ével-sé er miz ken̄ta eûz ann eil vloaz, d’ann deiz ken̄ta eûz ar mîz, é oé savet ann tabernakl.

16. Moizez ô véza hé zavet, a lékéaz ann elfennou, hag ar steûdennou, hag ar sparlou, hag a zavaz ar peûliou.

17. Hag éc’h astennaz ann dôen war ann tabernakl, goudé béza lékéat eur gôlô war-n-ézhan̄, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

18. Lakaad a réaz ann désténi enn arc’h, goudé béza lékéat ar sparlou dindân, hag ann orakl war-c’horré.

19. Ha goudé m’en dôé douget ann arc’h enn tabernakl, é lékéaz ar wél a-ispiḻ dira-z-hî, évit séveni gourc’hémenn ann Aotrou.

20. Lakaad a réaz ivé ann daol é tabernakl ann désténi war-zû ann han̄ter-nôz, er-méaz eûz ar wél ;

21. Hag é reizaz dirâk ann Aotrou baraou ar c’hennig, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez (M).

22. Lakaad a réaz ivé ar c’han̄toler é tabernakl ann désténi dirâg ann daol, war-zû ar c’hrésteiz,

23. Goudé béza lékéat ar c’hleûzeûriou hervez hô reiz, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

24. Lakaad a réaz ivé ann aoter aour é tabernakl ann désténi dirâg ar wél.

25. Hag é tevaz war-n-ézhi ézan̄s louzou c’houés-vâd, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄.

26. Lakaad a réaz ivé ann telt é dôr tabernakl ann désténi,

27. Hag aoter ar sakrifisou-losk é dôr tabernakl ann désténi, war béhini é kennigaz ar sakrifisou-losk, hag ar sakrifisou all, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

28. Lakaad a réaz ivé ar véol étré tabernakl ann désténi hag ann aoter, hag é kargaz anézhi gan̄d dour.

29. Ha Moizez, hag Aaron, hag hé vipien a wa1c’haz enn-hi hô daouarn hag hô zreid,

30. Abarz m’az éjon̄t é takernakl ar gévrédigez, ha ma tôstajon̄t oud ann aoter, evel m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

31. Sével a réaz ivé al leûr war-drô d’ann tabernakl ha d’ann aoter, hag é lékéaz eunn telt oud ann ôr. Goude ma oé peûr-c’hréad holl,

32. Eur goabren a c’hôlôaz tabernakl ann désténi ; ha gloar ann Aotrou a gargaz anézhan̄.

33. Ha Moizez na hellé két mon̄t ébarz tabernakl ar gévrédigez, ô véza m’hé c’hôlôé holl ar goabren, ha ma luc’hé meûrdez ann Aotrou enn-han̄, dré ma oa gôlôed holl gan̄d ar goabren.

34. Pa’z éa-kuît ar goabren diwar ann tabernakl, bagalé Israel a iéa-kuît a van̄dennou ;

35. Ma en em zalc’hé ar goabren a-ziouc’h, hî a choumé war al léac’h.

36. Râk koabren ann Aotrou en em astenné war ann tabernakl enn deiz, ha tân enn nôz, hag holl boblou Israel hé gwélé eûz hô holl ziez.


————