Bennoz ann Eskop

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄  Ann hini a garann Bennoz ann Eskop Ar milioner, fals pinvidik   ►


BENNOZ ANN ESKOP

————


D’ANN

AOTROU AUGUSTIN DAVID, ESKOP SANT-BRIEK HA LANDREGER

————


War don : O filii et filiæ

Binniget vo ann den Doue,
Ro he vennoz d’he vugale ;
Binniget ann Eskop santel
E Breiz-Izel.

DISKAN.

Binniget hon Eskop santel
E Breiz-Izel.


Ann Eskop zo, gant levenez,
Deuet da vale enn hon touez,
Da zigaz d’e-omp grasou Doue
Ha trugare.
Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.

Gwechall hon tadou oa paien,
Hep feiz, na Doue, na lezenn ;
Ho daoulagad oa koumoulet
Gant ar pec’hed.
Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.

Sant Kaourintin, sant Tugdual,
Sant Pol, sant Briek, sant Gweneal,
Gant sin ar Groas deuz distroet
Ar Vretoned.
Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.

Bugaligou, Eled Doue,
Jezuz ’ gare ar vugale :
Hon Eskop zo evel Jezuz,
Karantezuz.
Binniget hon eskop santel,
E Breiz-Izel.


Stouit, bugale ha tud koz,
Pa ro ann Eskop he vennoz ;
Stouit, stouit dirak Doue,
Gant karante.
Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.

He vennoz zo eur c’hlizen aour,
A goue puill war ar pec’her paour ;
Bennoz ann Eskop a ra vad
Da bep tiad.
Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.

— Eskop santel, roit ho pennoz
D’ann dud iaouank ha d’ann dud koz ;
Roit ho pennoz, enn hanv Doue,
D’ho pugale.
Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.

Roit ho pennoz d’ar Vretoned,
D’ann eost, d’ar parkou, d’hor bered,
E pe-lec’h e kousk hon tadou
Hag hor mammou.
 Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.


Evid-omp c’houi bedo Doue,
Ar Werc’hez ha zent Breiz ive,
Hag ez aimp holl d’ar Baradoz
Gant ho pennoz.
Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.

— ’Pad ma vo eunn Eskop e Breiz,
E Breiz vo Esperans ha Feiz :
Bennoz, bennoz, bennoz Doue,
Ha trugare.
Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.

Enn deiz diveza euz ar bed,
Vo c’hoaz e Breiz tud daoulinet,
Daoulinet gant feiz o pedi
Jezuz , Mari.
Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.
 
Binniget vo ann den Doue,
Ro he vennoz d’he vugale,
Binniget ann Eskop santel
E Breiz-Izel.
Binniget hon Eskop santel,
E Breiz-Izel.