◄ Bennoz ann Eskop | Ar milioner, fals pinvidik | Ann durzunell baour hag ar sparfell fistoulik ► |
Horresco referens.
Ha te, tousek koz, mez ann dud,
Milioner, hervez ar brud,
Dastum ’ta madou bern-war-vern,
Mez ann dud, mont ’ri d’ann ifern.
Bet oud a viskoaz eur ribler,
Rak-se oud deut milioner.
Dastum ’ta, etc.
Biskoaz ne c’heuz bet eur mignon,
Rak n’oud ket eunn den a galon,
Dastum ’ta, etc.
E Breiz ann dud, braz ha bihan,
A lavar ez oud eur pagan.
Dastum ’ta, etc.
Da deod louz a zo binimuz,
’Vel ann aer-viber oud flemmuz.
Dastum ’ta, etc.
Biskoaz ne c’heuz great aluzenn,
D’ann dud ezommek, d’ar beorien.
Dastum ’ta, etc.
War ar paour e toull dor da di,
Didrue, c’heuz hiset da gi.
Dastum ’ta, etc.
Gwerzet c’heuz ar sent ha Doue
Ha flipet arc’hant evit-he.
Dastum ’ta, etc.
Madou diwar-goust ilizou,
Ia da houarna ann diaoulou [1].
Dastum ’ta, etc.
Peur-lipet c’heuz diner ar paour,
’Vit peur-garga da ialc’had aour.
Dastum ’ta, etc.
Goad ar paour kez a c’heuz sunet,
Ha gant ann naon eo bet marvet.
Dastum ’ta, etc.
He vreg hag he vugaligo
Gant ann naon ive zo maro.
Dastum ’ta, etc.
Kreiz ar goanv enn noz int maro,
Enn noaz, war eunn dornad kolo.
Dastum ’ta, etc.
Da vintin, war dour Remengol,
Oa gwelet Gwerc’hez remed-holl.
Dastum ’ta, etc.
Tigemer he bugaligou,
’Vit ho c’has gant-hi d’ann Envou.
Dastum ’ta, etc.
’Tre he divrec’h karantezuz,
E deuz ho douget da Jezuz.
Dastum ’ta, etc.
Map Doue n’en doa ket eur men,
Evit harpa war-n-han he benn ;
Dastum ’ta, etc.
Jezuz, mestr ann env, ann douar,
Zo maro war mené Kalvar.
Dastum ’ta, etc.
Ha te, diskibl ann Doue-ze,
Kenver ar paour oud didrue.
Dastum ’ta, etc.
Ar paour, du gant ar baourente,
Zo eur mignon braz da Zoue.
Dastum ’ta, etc.
Fals pinvidik gant he vadou,
Zo mez ar groaz, boed ann diaoulou.
Dastum ’ta, etc.
Diwar-goust ar paour ha Doue,
Brema milioner oud-te.
Dastum ’ta ,etc.
Malloz ar paour, malloz Doue
Vo da viken war da ene.
Dastum ’ta, etc.
A drugare Doue oud koz,
Hep dale pell e koei er foz.
Dastum ’ta, etc.
Enn devez ma ranki mervel,
Vo joausded e Breiz-Izel.
Dastum ’ta, etc.
Da heritourien a c’hoarzo,
War da vez ann drein a zavo.
Dastum ’ta, etc.
War da vez ann drein a zavo,
Dour binniget, pedenn n’az po.
Dastum ’ta, etc.
Dour binniget, pedenn n’az po,
Hag ann diaoul da fistouliko.
Dastum ’ta, etc.