Mont d’an endalc’had

Ann durzunell baour hag ar sparfell fistoulik

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An durzhunell.

J. B. FOURNIER HENA, 1867  (p. 108-116)



ANN DURZUNELL BAOUR

HAG AR SPARFELL FISTOULIK.

————

War don : Pen-Herez Keroulas.


Nep zo fall iaouank namm,
Enn he gozni ne fura tamm.

Eul labouz koant, eunn durzunell,
Ganet e koajou Breiz-Izel,
A gavaz mad kuitaat he neiz
Evit mont pell, pell euz a Vreiz.

Er Ponthou e voa eur sparfell,
Koz, sod, divez ha farouel ;
Enn he gozni ne furee tamm,
Kanfart e voa a neve-flamm.
 
Ar sparfell-ze, fistoul, traitour,
D’ann durzunell a ree bek flour ;
Ann durzunell baour a grede
E oa ar sparfell he Doue.


He far a lavaraz d’ezhi :
« Aman e vevez dizoursi ;
» Aman, gant da vignon fidel,
» Eo brao beva, vo dous mervel.

» Pell diouz da neiz, ar ienien,
» Ann naon, ar zec’hed, ann anken,
» Ar glao, ann erc’h hag ar glac’har
» Vo da lodenn war ann douar.

» Da vignon traitour ar sparfell,
» Enn noaz as lezo da vervel ;
» Mervel a zo eunn dra c’houero,
» Pa varver pell, pell diouz ar vro !
 
» Aman gan-en-me choum ato,
» Va askellik da ziwallo ,
» Da neizik flour vo tomm bepred,
» Ha gant da bar e vi karet.

» Evel ann eostik er c’hoajou,
» Me a gano d’id va zoniou ;
» Ha dre bevar c’horn Breiz-Izel
» Te vo ar goanta turzunell. »


— Hag ann durzunell digalon,
A gimiadaz diouz he mignon,
Evit mont da heul ar sparfell,
Pell diouz he neiz ha Breiz-Izel.

Lakit evez, turzunellik,
Ar sparfell zo eur fistoulik ;
Er broiou all na gefot ket
Eunn neiz, eur mignon d’ho karet.
 
Ann durzunell e deuz ankouet
He neiz hag he far glac’haret ;
Ha d’ar sparfell, gant follentez,
E deuz roet he c’harantez.

Allaz ! ne oa ket red mont pell
Evit anaout mad ar sparfell ;
Ar sparfell zo bet didruez
E kenver ann durzunell gez.

Pa oent erru e Koad-ar-Skour [1],
Ar sparfell ne ra ken bek flour ;
Enn he gorf e lec’h karantez.
Ne oa nemet fallagriez.


Erru e-tal menez Are,
Ann taol pao kenta e devoe ;
Hag a-rok mont er meaz a Vreiz,
E teu da zonjal enn he neiz !
 
Meur a daol bek e deuz tapet,
Allaz ! evit bea re garet.
E lec’h soniou he dousik koant,
E deuz breman toliou dre gant.
 
Ar sparfell deuz he mac’hagnet,
Er vouillenn en deuz he sklabeet,
Enn eur c’hoarzin laraz d’ezhi :
« Kerz brema gant nep a gari ! »

He c’horf goloet a c’houliou,
He c’halon karget a boaniou,
Ha beuzet holl enn he glac’har
E sonjaz neuze enn he far.

« Va far, mignon karantezuz,
» Am euz lakeet ken meluruz,
» Ma welfez penoz ar sparfell,
» En deuz sklabeet da durzunell !


— Ann durzunell dizenoret,
Gant poan ann hent e deuz bet gret,
Da vont tre beteg he neizik,
Evit gwelet c’hoaz he c’hoantik.
 
E-c’harz ann neiz p’en em gavaz,
He c’halonik paour a rannaz
Pa welaz maro he mignon,
Maro, siouaz ! gant rann-galon.


KELENNADUREZ.

Merc’hed iaouank a Vreiz-Izel,
Lakit evez ouz ar sparfell !
Pedet Doue n’eot ket da goll,
Ha pedit Gwerc’hez Remengol !


————
  1. Noblans koz revinet, etre bourc’h ar C’hlastr ha Plourin-Moutroulez.