Mont d’an endalc’had

Ann hini a garann

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An hini a garan.

◄  Plac’hik Eussa Ann hini a garann Bennoz ann Eskop   ►


ANN HINI A GARANN

————

D’ANN ITRON ANGELINA AR SKOUR

————

Ann hini a garann zo koant evel ann heol,
Karantezuz evel Gwerc’hez vad Remengol.
Doue sent Breiz-Izel, Doue ma zadou koz,
D’ann hini a garann roit bepred ho pennoz !

Ann hini a garann zo douz evel al loar,
Enn noz, pa sklerijen bugale ann douar.
Doue sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garann zo ’vel ann alc’houeder ;
D’am c’halon baour e kan soniou, gwerziou tener.
Doue sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garann zo eunn elik Doue,
Eunn elik douz a ra joauzded ma bue,
Doue sent Breiz-Izel, etc.


Ann hini a garann zo ’vel ann durzunell,
Pa ve maro he far, en em dol da vervel.
Doue sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garann a zo douz he hano,
Evel ar mel eo mad, koant evel ar bleunio.
Doue sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garann em c’halon a choumo,
Hag e-pad ma buez ha goude ma maro.
Doue sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garann gan-en-me, enn disheol,
A repozo eunn deiz e bered Remengol.
Doue sent Breiz-Izel, etc.
 
Ann hini a garann, e palez ann Dreinded,
Gan-en-me, da viken, a vo karet, karet.
Doue sent Breiz-Izel, Doue ma zadou koz,
D’ann hini a garann roit bepred ho pennoz !


————