Plac’hik Eussa

Eus Wikimammenn
◄  Iliz ma farroz Plac’hik Eussa Ann hini a garann   ►


PLAC’HIK EUSSA

————

DA VA MERC’H KARET, FANNI AR SKOUR

————


In te, Domine, speravi.

War don : En deiz kenta euz a viz du,
Tisken ar Zaozon enn dour du. (bis.)

Enn enez Eussa, eur plac’hik
Iaouank, fur, koant ’vel eunn elik, (bis.)

Iaouank, fur, koant ’vel eunn elik ;
He hano voa Kaourintinik. (bis.)

Siouaz ! ne oa ket pemzek vloaz,
Ar plac’hik a zouge he c’hroaz. (bis.)

E-c’harz ar mor, war eur garrek,
Kaourintinik wele dourek. (bis.)

A greiz he c’halon, he fedenn
A zavas d’ann env evel-hen : (bis.)


« O stourm oc’h listri ar Zaozon,
» Va zad zo beuzet er mor don. (bis.)

» Kalon va mamm baour a rannaz,
» Gant ar c’helou-ze, pa glevas. (bis.)

» Me n’em euz den, allaz ! brema ;
» Petra rinn-me war ar bed-ma ? (bis.)

» Me n’em euz mui war ann douar
» Na tad, na mamm, na kar, na par ; (bis.)

» Na tad, na mamm, na kar, na par ;
» Va buez vo kaon ha glac’har. (bis.)

» — Nann ! Ar paour enn env deuz eunn tad,
» Hag e Remengol eur vamm vad ! (bis.)

» Va mamm d’in e deuz lavaret,
» Pedi ar Werc’hez vinniget ; (bis.)

» Pedi Gwerc’hez vad Remengol,
» Ha ne d-ajenn biken da goll. (bis.)

» Astennit ’ta ho torn santel,
» Gwerc’hez, brema war ho pugel ! (bis.)

» Me, minorez paour dilezet,
» War va zreid noaz iel d’ho kwelet. (bis.)


» War va zreid noaz ’z inn d’ho kwelet,
» D’ho ti, d’hoc’h iliz holl Remed. (bis.)

» Seiz tro a rinn d’ann aoter vraz,
» War va daoulin, d’ar pardon braz ; (bis.)

» Ha seiz tro d’hoc’h iliz santel,
» Gwerc’hez, patronez Breiz-Izel. (bis.)

» Ann dud kez, Itron Varia,
» Da roi d’hoc’h n’ho deveuz netra, (bis.)

» Na gouriz koar, na goulaouenn,
» Netra, netra !… ’met ho fedenn. (bis.)

» Evel-t-ho siouaz ! me zo paour,
» N’am euz ’met ma bleo melen-aour. (bis.)

» Me a roi d’hoc’h eur gurunenn,
» A vo gret gant ma bleo melen ; (bis.)

» Gret gant bleuniou koant ar parkou
» Ha glizennet gant ma daelou. » (bis.)

Eat eo enn hent Kaourintinik,
Enn he dorn eur wialennik ; (bis.)

Enn he c’halon, feiz, karantez
Ha nerz deut digant ar Werc’hez. (bis.)


Treuzet ar mor, ma war ann hent
A gas d’ann env, da gaout ar zent. (bis.)

Tostat a ra, n’ema mui pell,
Gwelet e deuz ann tour santel. (bis.)

P’e deuz gwelet, eo daoulinet,
Hag he c’halonik deuz tridet. (bis.)

E Remengol, p’en em gavaz
Da dreid ar Werc’hez e pokaz (bis.)
 
O lavaret : « Va mamm zantel,
» Ama, me a garfe mervel ! (bis.)

» Me n’am euz den, paour kez plac’hik ;
» Kasit gan-e-hoc’h Kaourintinik ! (bis.)
 
» Ama, va c’horf a repozo,
» Gan-e-hoc’h va ene a ielo ! » (bis.)

Hag ar Werc’hez, gant karantez,
A lavaraz d’ar plac’hik kez : (bis.)

« War ann douar zo tud diroll,
» Va bugel, mar d-afez da goll ! (bis.)

» Da ene ha da galon baour
» Zo brema pur evel ann aour. (bis.)


» Kaourintinik, deuz d’ann envou,
» Da veuli Jezuz, hon Aotrou. » (bis.)

Kaourintinik, enn eur vervel,
A lavare a vouez huel : (bis.)
 
« D’ar Werc’hez me ro va c’halon,
» Ha va malloz gant ar Zaozon ! » (bis.)