Barzhaz Breizh/1883/Iannik Skolan

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Yannig Skolan.

Didier et Cie, 1883  (p. 341-348)



IANNIK SKOLAN


I
AR GWALL-DAOL
− IES GWENNED IZEL −


I

Tro mare e sarre enn de,
Teue enn drufereh du-me.
Pe za enn drufereh enn ti,
Doc’h enn holl defe jolori :

— Doue d’ho pennigai enn ti-me,
C’hui, grouegeh, ha c’hui, bubale ;
Deut on eur werh hoah de vale ;
Mad er bed gen hoc’h tro-zreme’

— Allaz ! me c’homer, ne c’huitan ;
Nerneit enn oac’h peur e zou klan ;
Ha mar bad re bell he glenued,
Dao vo d’eing mont de glask me boed.

Tapet ur skabel, korn enn ti,
Me c’homer, euit azei ;
Azeet anze, me c’homer,
Ha kontet d’i-men eunn dra gaer.

— Traeu gaer awalc’h e zou digouet.
Me zonj, me c’homer, peuz kleuet,
Ne peuz ket kleuet, me c’homer,
Pez zou digouet endro d’ar ger ? —


Neuze e larez enn oac’h keh :
— Reit d’er c’hrouek-ze eur banac’h leh,
Eur banac’h leh hag eur grampouen,
E vou laket ar hi barlen.

— Iannik Skolan zou bet tapet,
Zou bet tapet zou bet krouget,
Krouget berr ar dachen Gwenned ;
Torfedeu ’walc’h en defa groet.

— Me c’homer, ne glevon netra,
N’hallon ket mont mez enn ti-ma,
N’hallon mont neblec’h de vale,
Ged pridiri me bugale

— Torfedeu ’walc’h en defa groet,
Diboe e oe deut ar er bed ;
Torfedeu ’walc’h en defa groet,
Kentoc’h de lahein Morised.


II

Pe ziwalle loned hi zad,
Ne doa d’ ei sonj nemeid de vad ;
Ne doa goelet meid eur wec’h ’nei
Gwelet hi daou mont ged er blei ;

Nemeid eur wec’h ne doa goelet ;
Setu diou bremen e deuz groet ;
Goelet e doa ha groet eur zon
E ve kanet dre er c’hanton :

— « Kaon ! kaon ! d’am daonik gwenn-gornik !
Kaon ! kaon! d’am daonik penn-gwennik !
Kaon ! siouah ! kaon, kaon ! d’am danvad,
Hag a oe eul lonik ker mad ! —


Iannik Skolan oe tont d’er ger,
Get-hon enn dorn he grok poueher :
— Morisetik, c’hui a gan ge,
Eur bouchig e refet d’eing-me.

— Eur bouch d’hoc’h-hu me ne rinn ket !
Eur potr fall oc’h mar zou er bed. —
Hag hi kuit doc’htu e redek ;
Allaz ! ne oe tost ker er-bed.

Ha hon ar hi lerc’h a lammez,
Ha skoi get-hi teir gwech a rez ;
Ken hi file ’nn he foulad goed,
Sarret get-hi hi deulaged.


III

Seih pe eih te oa tremenet,
Hi zad d’er ger ne oe ket bet,
Ar dro uennek heur pe greiz-te,
Hi zad d’er ger a zigouee.

— Bugale beur, d’eing-me laret,
Petra peuz ’ta ken glac’haret :
Nag ho c’hoer men e ma hi oet ?
— Abred awalec’h e klefet !

Abred awalac’h e klefet
Doare doc’h hou c’hoer Morised ;
E ma hi tu-hont tal er prad
Hag hi e neunial enn hi goad.

Er gwiader neuz hi lahet !
Diboe m’oc’h ac’han diblaset,
Oe kas hi dougen d’er pec’hed ;
Iannik Skolan neuz hi lahet !


Oe kas hi dougen d’er pec’hed,
Ha padal n’en deuz ket gallet ;
Hi a oe ur plac’h diged Doue,
Felle ket d’ei koll hi ene.


IV

E Kas Morisetik d’enn doar,
Divere hi goed doc’h er c’harr,
Tud koh ha ieuang e oelein ;
Hi zad, arlec’h, e hirvoudein.

Mar peuz c’hoant de wel’t Morised,
Ar hent braz Melrand hi c’hefet ;
Sauet zou bet ur groez neue,
Lec’h e deuz kollet hi buhe.


II
TRUEZ ANN ENE
− IES TREGER −


Iannik Skolan hag he baeron
Zo eet ho daou da c’houl pardon,
Da c’houl true d’ann eneo,
Da c’houl pardon d’ar bec’hejo.

Iannik Skolan a c’houlenne,
Enn ti he vamm pa enderue :
— Noz vad ha joa, tud ann ti-man,
Hag ed eur da gousket enn han ?


Eet oc’h holl aman da gousket,
Nemet ma unan onn chomet,
Me a zo chomet ma unan
Aman, evit pakan ann tan.

— Na dre belec’h oc’h-hu deuet ?
Ma dorojo em boa prennet ;
Prennet em boa ma dorojo.
Ha moraillet ma frenecho.

— Mar poa prennet ho torojo,
Me voar ann doare a bell zo.
Enaouet goulo, c’houezet tan,
Ha welfec’h daou e-lec’h unan. —

Ar goulo pan oa enaouet,
Meurbed ema hi bet spontet.
O welet daou war al leur-zi,
Da hanter-noz o komz out-hi.

— Tevet, va mamm, na spontet ket ;
Me eo ar mab hec’h euz ganet,
Zo deut eur wech c’hoaz d’ho kwelet :
Bennoz va mamm am euz kollet.

Mar d-eo va mab ez eo he-men ;
M’em boa he lianet e gwenn
Hag hen deut e du d’am gwelet ;
Evit doare ez eo poaniet ?

Du eo da varc’h, du oud ive ;
Ker garv he reunen ma pikfe ;
C’houez karno rostet a glevann.
Va malloz gand va mab Skolan.

— War marc’h ann diaoul onn deut aman
Gant-han d’ann ifern ez eann ;
Me ia d’ann ifern da leskin,
Ma na geret ma fardonin.


— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug a t’euz gret d’in :
Laket t’euz ann tan em zi forn,
Ha devet Triouec’h loen-korn.

Va mamm, me voar ervad am euz,
Siouaz ! dre wall-ioul, ha dre reuz ;
Hogen, pa’m euz true Doue,
Va mamm, ho pet ouz in true !

Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug a t’euz gret d’in :
Laket ann tan e seiz bern ed,
Seiz iliz, seiz belek devet !

— Va mamm, me voar ervad am euz,
Siouaz ! dre wall-ioul ha dre reuz ;
Hogen, pa’m euz true Doue,
Va mamm, ho pet ouz in true !

— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug a t’euz gret d’in
Gwalla teir euz da c’hoarezed,
Lahan va nizez Morised !

— Va mamm, me voar ervad am euz
Siouaz ! dre wall-ioul ha dre reuz,
Hogen, pa’m euz true Doue,
Va mamm, ho pet ouz in true

— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug a t’euz gret d’in :
Kollet t’euz d’in va leor bihan,
Va flijadur war ar bed-man.

— Va mammik paour, em pardonnet ;
Ho leor bihan n’eo ket kollet :

Ma barz ar mor tregont goured,
Eur pesk alaouret d’he viret.

N’euz erruet droug ebet gant-han
’Met gant teir feillen anean ;
Unan dre zour, un all dre wad,
Un-all dre zaero ’m daou-lagad. —

Neuze he baeron, oa gant-han,
E deuaz da gomz evit han.
— Te zo eur vamm kri a galon,
Da lezel da vap heb pardon !

Penoz, mamm gri ha dinatur,
Bardonfez ket da grouadur !
Ma ia da vugel d’ann ifern,
Te iei ive kig hag eskern.

— C’hoaz kent evit m’az pardoninn,
Eunn dra bennag e larfez d’in
Demeuz ar pez a t’euz gwelet
Aboe m’oud eet diwar ar bed.

— Va mamm, va mamm, ma em c’hredet,
Koue d’ar gwener na refec’h ket ;
Neb a verv lijo d’ar gwener,
Paredi ra goad hor Salver ;

Lamfet ket ’r c’houk digand ar iar
Na Iann ar-boc’hig digand par ;
Ar c’hilog a gan enn uc’hel,
A gan pa gan ann ebestel ;

Pa gan ar c’houk da hanter-noz,
Kan ann elez er baradoz ;
Pa gan ar c’houk, pa strink ann de,
E kanont holl, sent hag ele.


Dreist peb tra d’hec’h e kelennann,
Ha dalc’het konv euz ann dra-man :
Minellet ann hoc’h, pe hend-all
Turiellan rei ar park segal.

Mouchet mad ho kole bihan,
Pe hend-all e po poan gant han ;
Ha heuliet mad ho marc’h divank,
Pe en em veunzin rei er stank. —

Antronoz-beure, pa zavaz,
Men ann oaled toull a gavaz :
Hi a gavaz toull ann oaled :
Gand penn he c’hlin oa bet toullet ;

Ha lommo goad etoez ar glaou
En doa skuillet gand he zaeraou,
War al ludu ha war ann tan
Hag a oa bet mouget gan-han.

— C’houez tin ha lore a glevann :
Va bennoz gant va mab Skolan ;
Gwenn eo he varc’h, gwenn eo ive,
Ker splann hag ann heol eo he voue.

Va mab Skolan, lavar d’i-me,
Ma iz ’ta gand da baeron-te ?
— D’ar baradoz ez ann ganr-han,
Gand bennoz va mamm a gavann.