Barzhaz Breizh/1883/Pardon Saint-Fiakr
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pardon Saint-Fiakr.
Tostait holl, tud iaouang, ha c’hui re goz ive,
Hag e klefot eur gentel zo savet a neve,
War-benn eunn den iaouank-flamm a barrez Langonet,
En deuz kollet he vuhe dre zorn he vignoned.
— Deuz gen-omp ni, va mignon, deuz, Loeizik Rozalouet,
Ha ni ielo da bardon Sant-Fiakr ar Faouet.
— Tremenet va mignoned, tremenet ne d-inn ket ;
Me zo oc’h ober ma fask gant person Langonet.
— Iec’hed mad d’hoc’h, tad Moriz, ha d’hoc’h, Mari Fiaoe:
Lezet ho mab gen-omp-ni da ober eur bale ;
Lezet-han dont gen-omp-ni d’ar pardon, ni ho ped,
Ni welo rei ar bouked da berson ar Faouet.
— Tremenet ta tud iaouank, gen-hoc’h a vo lezet,
Nomet rog ar c’huz-heol d’ar ger ra vo digouet.
— Tevet, tevet, tad Moriz, tevet, ne chifet ket,
Kent a vo kuhet ann heol, vemp d’ar ger erruet. —
Pe oa achu ar bregen hag ann oferen bred :
— Deut-hu gen-omp-ni, Loeizik, da Gerli ar Faouet,
Da goania, ti mamm-baeron, dilun e oamp pedet.
— Baleit-hu ho unan, baleit ne d- ann ket ;
Baleit-hu ho unan, baleit ne d- ann ket ;
Rag dived e venn er ger, hag e venn skandalet. —
Kement deuz gret war-n-ean, kemend m’en deuz sentet ;
Gant-he Loeizik Rozaoulet da Gerli ema oet.
E korn an dol e Kerli oele Loeiz Raoualet :
— ’Trou Doue, em zikouret, petra em euz me gret ?
’Trou Doue, em zikouret, petra em eus me gret ?
Sonj ’m boa bout abred er ger, ha setu me dived’
— Tevet, tevet ’ta, Loeizik, tevet, na ouelet ket ;
Tri fotr omp—ni gen-oud—te, na pezo droug e-bed ; —
Loeizik Raoualet ouele ’korn an dol, trist—meurbet :
— Otrou Doue, va Jezuz ! petra em euz—me graet ? —
Euz ac’hano, d’an distro, etal kroazig ann hent,
E kefjont Marianna a rede kenha—ken ;
Kollet gant-hi he holl dud, ha chomet hi unan.
— Arzet, va maouezik kez, na et ket ker buan. —
Tal kroaz Penfel e kefjont Marianna Langonet,
A oa mignon da Loeizig, hag hen oa d’ei meurbet
’Barz eunn hevelep kavel, iaouankig oant lakaet,
Hag ouz ann dol, tal—oc’h—tal, alies e oant bet.
Ar plac’hig, pa ho gwelaz, a grenaz spontet braz,
Hag e lammaz o ioual diraktal gand ar groaz,
Ha gad he diou-vrec’hig paour, reuzeudik, he strizaz :
— Loeizik paour, deuz d’am zikour, me zo kollet, siouaz !
— M’en argarz ! va mignoned, kement ze ve pec’hed,
Kement-ze ve pec’hed braz, kement-ze na vo ket ;
Lezet hi mont gand he hent, heb droug na gaou e-bed,
Pe gand an otrou Doue e viot kastihet.
— Petra, han Diaoul, beg enn oud, potr bihan ar merc’hed ? —
Hag he krog en e jupenn, hag hi da ziredet ;
Hag he da vont war e lerc’h giz tri bleiz diboellet :
— Aman, ma mignonik kez, aman eo e varfet !
— Mar ker’t me c’has da vorc’h Skeul, da doull dor ti ma zad,
Me a zistolo peb tra d’hoc’h-hu a galon-vad.
— Laret kenavo d’ho mamm ha da gement gerfet,
Rag birviken tamm bara e borc’h Skeul na zebfet.
— Arsa-ta, va mignoned, pe mervel eo ret d’e,
Tennet kurun santez Barb, a zo kuhet em ze ;
Tennet kurun santez Barb, a zo kuhet em ze,
Ha mar plij se gant Doue, e varvinn goudeze. —
Ha pa oe lahet gant-he, hi ho deuz hen stlenjet,
Stlenjet dre e dreidigou da ster vraz ar Faouet,
Stlenjet dre e dreidigou da ster vraz ar Faouet,
Ha pe oant digouet d’ann dour, kreiz ho deuz hen tolet.
Moris koz hag he hini a oele gad glac’har,
O kas kaout o mab Loeizik lec’h bennag war an douar :
— Tevet, Moris Raoualet, tevet, na ouelet ket,
Benn eur pennadig amzer, ho mab a vo kavet, —
Kement vije bet eno dije bet kalonad,
O welet Loeiz Raoualet war he gein kreiz ar prad,
O welet ar bugel paour maro, e-barzh ar prad,
Dispaket e vleo melen e kreiz e zaou-lagad ;
Kement vije bet eno dije bet kalonad,
O welet ar bugel paour, war e gein ’barz ar prad.
N’oa eno na tad na mamm, na kar na mignon-bed,
Hag a zeuje d’he zevel, ’met person Langonet.
Person Langonet lare, o ouela gad glac’har :
— Kenavo, va Loeizik mad ; mont a rez d’ann douar.
Me oa hiou ouz da c’hortoz enn iliz Langonet,
Ha breman e vi laket e bered ar Faouet.—
Me ho ped, Langonediz, pa zeufet dar Faouet,
Mont da laret eur Pater war be Loeiz Raoualet ;
Mont da laret eur Pater war be Loeiz Raoualet,
En deuz kollet he vuhe dre zorn he vignoned. —