Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1883/Gwaz Aotrou Gwesklen

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gwaz Aotrou Gwesklen.

Didier et Cie, 1883  (p. 221-226)



GWAZ AOTROU GWESKLEN
− IES TREGER −


I

Eur c’hastel braz ez euz, e kreizik koado Mal ;
Ha dour doun tro-war-dro, ha ’peb korn eunn toural :

Hag er porzlec’h eur puns hag hen leun a eskern,
Hag hueloc’h-huel bemnoz a gresk ar bern.

Ha war sparl ar puns-ze ar vrini a ziskenn,
Hag ho boed a glaskont, o koaga laouen.

Pont ar ger a gouez eaz, hag a zav easoch c’hoaz ;
Piou-bennag eza tre na zeu ket mui e-meaz.


II

Jentillan marc’heger dre zouar ar Zozon,
Eur baleer iaouang hanvet Iann Pontorson.


War ar pardez d’ann noz pa’z ee e-biou ar ger,
Digand ar penn-gedour e c’houlaz digemer.

— Diskennet, marc’heger, diskennet deut enn ti,
Ha laket ho marc’h gel e-barz ar marchosi :

Hag hei ha foen he walc’h a gavo da zibrin,
Keit ha ma viot ouz tol o koanian gan-e-omp-nin —

Ha tre ma voa ouz tol o koanian gand ann dud,
Na leverzont mui ger, evel pa vizent mud.

Nemed d’eur plac’h iaouang : — it d’al lae, Biganna,
Da zevel ar gwele d’ann aotro marc’hek-ma. —

Hag evel ma oe pred da vonet da gousket,
Ar marc’heger iaouank da gousket e ma eet.

Ann aotro Pontorson enn he gambr a gane.
Gand he gorn olifant war bankig he wele :

— Biganna, va c’hoar dek, livirit eunn dra d’in :
Perag huanadet eun eur zellet ouz-in?

— Ma c’houfec’h, aotro kez ; ma vefec’h lec’h onn-me,
C’houi a zellfe ouz-in hag huanadefe ;


C’houi huanadefe, hag ho pefe true :
Eur c’hour-gleze a zo dindan penn ho kwele ;

Ne d-eo ket seac’h ar goad diouc’h boa laz ann tride :
Allaz ! aotro marc’hek, c’houi vo ar pevave !

Hoc’h arc’hant hag hoc’h aour, hoc’h armo, hoc’h holl draou,
Nemet ho marc’h fergan, zo dindan ann alveou. —

Hen da ruzan he zourn dindan ar penn-welead,
Ha sacha ’r c’hour-gleze hag hen ruz gand ar goad.

— Biganna, va c’hoar gez, salv d’in-me ma buhe,
Ha m’az grai pinvidig a bemp kant skoet leve.

— Ho trugare ! aotro ; nemed d’in leveret :
Hag hen ’m oc’h dimezet ? hag hen ne m’oc’h-hu-ket ?

— Ho saouzani ’neb giz, Biganna, ne fell ket ;
Tremenet pemzek deiz aboue ’m’onn dimezet.

Hogen tri breur am euz hag he koulsoc’h ha me ;
Mar plije d’ ho kalon dibab etre re-ze ?

— D’am c’halon na blij den, na kennebeud arc’hant,
Na blij tra d’am c’halon, nemed hoc’h, aotro koant ;


Deut-hu gan-in araog ; na zalc’ho pont ar ger ;
Ar gedour na zalc’ho, dre ’ma d’in breur-mager. —

Ann aotro lavare pa ’z ee’mez ar porz :
— Deut-hu gan-in, ma c’hoar, war lost ma marc’h-emporz ;

Na deump-ni da Wengamp da gaout ma aotro-me,
Da c’houzout hag hen voa gwir d’in koll ma buhe.

Deomp da glask da Wengamp ma aotro-reiz Gwesklen,
Ma teuio da lakat seziz war Bestien. —


III

— Gwengampiz, iec’hed d’hoc’h ; iec’hed gand aza,
Nag ann aotro Gwes-klen pelec’h ’ma, han Doue !

— Mard-eo ’nn aotro Gwesklen, marc’heger, a glaskot,
E sall ar varoned enn tour-plad he gefot. —

Iann euz a Bontorson pa eaz tre er zall,
Bet’ ann aotro Gwesklen a eaz diraktal :

— Graso Doue, aotro, skoazel Doue gan-e-hoc’h !
Hag ho skoazel gand neb a zo gwaz gwirion d’hoc’h.


— Graso Doue gan-e-hoc’h, pa brezeget leal ;
Ann neb hen skoaz Doue a renk skoazan re all ;

Na pez’ ezom gan-e-hoc’h ? distaget ar ger krenn.
— Ezom ann neb a zeui abenn euz Pestien ;

Enn han zo potred Zoz, hag a wask tud ar vro,
Hag a laka trubuil ouspenn seiz leo war dro ;

Ha kement den ia tre e lazont heb true ;
Paneved ar plac’h-ma me oa lazet ive,

Me oa lazet ive evel meur a hini ;
M’ ar c’hour-gleze gan-in, hag hen ru, sellet-hui ! —

Gwesklen euz lavaret : m’entoue sent a Vreiz !
Tra vezo beo eur Soz na vezo peoc’h na reiz !

Ra sternet-c’hui ma marc’h, ha ma sterner timad :
M’az aimp d’ezhi raktal, da c’hout hag hen hell pad ! —


IV

Pennarger ’c’houlenne demeuz beg ar c’hrenal
Gand ann aotro Gwesklen, war zigare farsal :


— Daoust hag hen ’m oc’h-hu deut aman d’eunn abadenn,
Ha-pa ’m oc’h-hu sternet, hag ho tud, evelhenn ?

— D’eunn abadenn omp deut, aotro ar Soz, heb gao,
Ne ked da gorolli, da zon ann hini eo ;

Da zon eur goroll d’e-hoc’h ha n’achuo abred ;
Kerkent ha ma vimp skuiz, arnodo ann diaouled. —

Abenn ar c’hentan stok ar voger zo pilet,
Ha tre-beteg ann doun ar ger e deuz krenet ;

Abenn ann eilved stok, dismantret teir zoural,
Ha lazet daou c’hant den ha mui pegement all ;

Abenn ann deirved stok, zo pilet ar persier,
Hag ar Vretoned tre, ha kemeret ar ger.

Diskarret eo ar ger ; ann douar kompez mad ;
Ha kanan ra ann den zo eno oc’h arat :

« Iann ar Zoz, evit-han da vezan ganaz fall,
Na c’houezo war Vreiz tra vezo kerrek Mal ! »



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup {\italic Maestoso.}
    \time 3/4
    \partial 4*1
    c4 f \autoBeamOff g8 \autoBeamOn a( c) bes | a4( g4.) e8 | f4 \autoBeamOff g8 \autoBeamOn a( c) bes | \break
    a4( g4.) bes8 | a g f d c8. c'16 | c4. \autoBeamOff a8 \autoBeamOn f g | \break
    f4( f) g | g4. \autoBeamOff f8 \autoBeamOn d e | d4( c4.) c'8 | c4. \autoBeamOff a8 \autoBeamOn f g | f2. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Eur c’has -- tel braz ez euz, e krei -- zik koa -- do
    Mal; Ha dour doun tro -- war -- dro, ha ’peb korn eunn tou --
    ral Ha dour doun tro -- war -- dro, ha ’peb korn eunn tou -- ral
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }