Barzhaz Breizh/1883/Ann alarc’h

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Alarc’h.

Didier et Cie, 1883  (p. 229-232)


ANN ALARC’H


— IES KERNE —

Eunn alarc’h, eunn alarc’h tre-mor,
War lein tour moal kastel Arvor!
Dinn, dinn, daon! dann emgann! dann emgann!
Oh! dinn, dinn, daon! d’ann emgann a eann!

Neventi vad d’ar Vretoned!
Ha malloz-ru d’ar C’hallaoued!
Dinn, dinn, daon! d’ann emgann! d’ann emgann! etc.

Erru eul lestr, e pleg ar mor,
He weliou gwenn gant han digor;

Digouet ann otrou Iann endro,
Digouet eo da ziwall he vro;

D’hon diwall doc’h ar C’hallaoued,
A vac’hom war ar Vretoned.

Ken a losker eur iouaden,
A ra d’ann od eur grenaden;

Ken a zon ar meneiou Laz;
Ha froen ha drid ar gazek c’hlaz;

Ken a gan laouen ar c’hleier,
Kant leo tro-war-dro, e peb ker,

Deut eo ann heol, deut eo ann han;
Deut eo endro ann otrou Iann !

Ann otrou Iann a zo potr mad;
Ker prim he droad hag he lagad.

Lez eur Vreizadez a zunoz
Eul lez ken iarc’h evel gwin koz.

Luc’h a dol he c’hoaf pa ’n horell,
Ken a vrumenn ann neb a zell

Pa c’hoari klenv, ker kre e zarc’h,
Ken a zaou-hanter den ha marc’h. —

— Darc’h ato, dalc’h mad, otrou duk,
Dao war ’nhe! ai-ta! bug-ho! bug!

Neb a drouc’h ’vel a drouc’hez-te,
N’en deuz otrou nemed Doue!

Dalc’homp, Bretoned, dalc’homp mad!
Arzao na true! goad oc’h goad!

Iron Varia Breiz, skoaz da vro!
Fest erbedenner, fest a vo!

Dare’ ar foen; piou a falc’ho?
Dare’ ann ed; piou a vedo?

Ar foen, ann ed, piou ho falc’ho?
Ar roue gav gant-ha’ raio.

Dont a rai a-benn eur gaouad,
Gand eur falc’h arc’hant da falc’hat;

Gand eur falc’h arc’hant er bro-ni,
Ha gand eur fals aour da vedi.

Mar plije gand ar C’hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned?

Mar plije gand ’nn otrou roue
Daoust hag hen eo den pe Zoue?

Skrigna ra bleizi Breiz-izel,
O klevet embann ar brezel,

O klevet ar iou, a iudont :
Gand c’houez ar C’hallaoued a reont.

Enn henchou, e-berr a welour
O redeg ar goad evel dour,

Ken iei ru-glaou brusk ann houidi,
Hag ar wazi gwenn o neui.

Muioc’h a dammou goaf, e sklent,
Eged skoultrou goude barr-went;

Ha muioc’h a bennou-maro,
Eged e karneliou ar vro.

Potred Gall, elec’h m’a koueint,
Beteg deiz ar varn a c’hourvint;

Beteg deiz ar varn hag ar fustl,
Gand ann Trubard a ren ar rustl.

Ann deveradur euz ar gwe,
Rai dour benniget war he ve!

Dinn, dinn, daon! d’ann emgann, d’ann emgann!
Oh! dinn, dinn, daon! d’ann emgann a eann!



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {\italic "Tempo di marcia."}
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 8*1
    e8 a b c r | a4 gis8 gis | \break
    \time 2/8 a8 e \bar "||" \time 2/4 a8 b c r | a4 gis8 gis | \break
    \time 2/8 a8 c \bar "||" \time 2/4 c8 d e8. e16 | d8. c16 c4( | b2) | \break
    a8 b c b16 a | a8 gis16 gis a8 r | \break
    e4\fermata r | a8 b c b16 a | a8 gis a4_\fermata \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Eunn a -- larc’h, eunn a -- larc’h tre --
    mor, Eunn a -- larc’h, eunn a -- larc’h tre --
    mor, War lein tour moal kas -- tel Ar -- vor!
    Dinn, dinn, daon! d’ann em -- gann! dann em -- gann!
    Oh! dinn, dinn, daon! d’ann em -- gann a eann!
  }
  \layout { line-width = #125 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }