Barzhaz Breizh/1883/Fillorez ann Aotrou Gwesklen
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Filhorez an Aotrou Gwesklen.
Ann heol a bar, ann deiz a darz,
Gliz a luc’h war spern-gwenn ar c’harz
Garz huel Traongof ar ger vraz,
Elec’h zo Saozon o ren c’hoaz.
Gliz a luc’h war vleun ar spernen ;
Ann heol, pa wel, a guz he benn.
Gliz ann nenv ne d-eo ked, a-vad :
Ne d-eo ken nemet gliz ar goad ;
Goad glan skuillet gand Rojerson,
Gwasan mab saoz a zo enn traon.
— Mac’haridik, va merc’hik koant,
C’houi zo buhan, ha c’houi zo drant
C’houi zavo warc’hoaz beure-mad,
Da gas lez d’ann dud zo’ varat.
— Va mammik mad, ma am c’haret,
D’ar varadek n’am c’haset ket,
N’am c’haset ked d’ar varadek :
C’hui lakai ann dud da zroug-preek.
Laket da vont va c’hoar henan,
Pe va c’hoar vihan Fransezan ;
Va mammik mad, ha me ho ped !
Gand Rojerson em onn spiet.
— Be spiet gand neb a garo,
C’houi zo pedet : c’houi a ielo ;
Sevel a reot kent hag ann de :
Ann otro vo enn he wele. —
Mac’haridig a lavare
D’he zad ha d’he mamm, er beure ;
Enn he foudad lez pa groge,
Mac’haridig a lavare :
— Kenavo, mamm, kenavo, tad,
N’ho kwelo mui va daou-lagad ;
Kenavo d’hoch va c’hoar henan,
Ha d’hoch va c’hoarik Fransezan. —
Hogen, pa oa ar plac’hik mad
O vont d’ar park e-biou ar c’hoat,
Mistr ha mibin ha diarc’henn,
Gand he foudad lez war he fenn ;
Rojerson, ouz tour ar c’hastel,
Hi gwelaz o tont euz a bell :
— Dihun, va floc’h, ha sav timad,
Ma iemp-ni da hersal eur c’had,
Da hersal eur c’hadik penn-gwenn,
Gand eur podad lez war he fenn. —
Pa ee ar plac’h e-biou ann doz,
Oa ann otro oc’h he gortoz.
Oc’h he gortoz e-tal ar pont,
Ken a lammaz-hi gand ar spont,
Gand ar spont p’e deuz hen gwelet,
Hag he fodad lez oa skuillet.
Ar plac’hik paour, dal’ ma welaz,
Da oela dru en em lakaz :
— Tevet, ma c’hoar, na oelet ket,
Eur podad all a vo kavet ;
Tostait, ha deomp-ni da leinan,
Keid ha ma vezor d’he ozan.
— Otro kaer, ho trugarekat,
Leinet am euz, ha leinet mad.
— Na deut-hu neuze d’ar jardin,
Deut-hu da gutuill louzou-fin ;
Deut da gutuill eur garlantez,
Da lakat war ho podad lez.
— Na zougann ked a voukedo,
Evid ar bloaz am euz kanvo.
— Deut-hu neuze d’al liorzao,
Deut da zibri sivi ru-glaou.
Da zibrin sivi na inn ket ;
Dindan ann dellio zo aered.
Me glev ar iou er varadek ;
Hi a lavar onn lezirek.
Hi a c’houl pelec’h onn chomet
Gand va fodadik lez kaoulet.
— Bremaik c’houi a ielo ’mez ;
Pa vo pare ho podad lez.
Mac’haridig, ’m eer war he lerc’h ;
Deomp-ni da welet d’al lez-lec’h. —
Tre’barz ar c’hastel pa int eet,
Ar plac’hig e deuz dridalet.
Ar plac’hik paour ker gwenn hag erc’h.
Pa frammaz ann nor war he lerc’h
— Va c’haredik, na spontet ket,
Me na rinn d’hoch-hu gaou e-bet.
— Ma na gofiet ked ober gaou,
Perag a zeut-hu da zench liou.
— Ma na da zench liou eo a eann,
Gand riou ar beure eo a rann.
— Gand arriou, otro, ne d-eo ket,
Gand ar gwall-ioul eo a c’hlazet.
— Sarret ho pek, plac’hik diod !
Dent er frouez-kel da zibab lod. —
Trebarz ar frouez-kel pa int eet,
Eunn aval e deuz dibabet :
— Otro Rojerson, me ho ped,
Eur gontel d’i-me a refet ;
Eur gontel a refet d’i-men,
Evit rac’han ma avalen.
— Mar d-eo eur gontel a c’houlet,
It d’ar gegin hag e kefet,
War ann dol zero eo laket ;
Vid ar beure ’ma blerimet. —
Mac’haridig a lavare
D’ar c’heginour koz, pa eez tre :
— Plijet gen-hoc’h, keginour kez ;
D’am lakat kuit, d’am lakat ’mez !
— Allaz ! ma merc’h, ne hallann ket,
Pont ar c’hastel a zo savet !
— Ma c’houfe ar penn-grec’h-leon
E m’onn dalc’het gand Rojerson ;
Ma c’houfe va zad-paeron mad,
Hen lakafe da redeg goad. —
Ha Rojerson a c’houlenne
Gand he floc’h, eur pennad goude :
— Pelec’h e chom Marc’harit ’ta,
Pa na zeu ked endro ama ?
— Er gegin e oa, n’euz ket pell,
Enn he dornik gwenn eur gontel ;
Hag hi a gomze evelse :
« Petra rinn, Jezus, ma Doue ?
« Ma Doue, d’in-me leveret,
« Pe am lazinn, pe na rinn ket ?
« Enn abek d’hoc’h, Gwerc’hez Vari
« Me a varvo gwerc’hez, heb si.
Ma hi breman war he geno,
Goad dindan hi a boulado ;
Ar gontel vraz enn he c’halon,
Hag o c’hervel he zad-paeron :
— Ann otro Gwesklen, va faeron,
Hennez a dero evid-on ! —
— Va floc’hik mad, na lavar ger ;
Deuz d’he drailla d’in ’nn eur paner,
Ha me ielo d’he c’has d’ar ster,
Warc’hoaz da gan ann alc’houider. —
Enn distro demeuz ann dour-red,
He zad-paeron en deuz kavet,
Kavet neuz ann otro Gwesklen,
Hag hen ker glaz evel trichen.
— Rojerson d’in-me leveret,
Gand ho paner pelec’h oc’h bet ?
— Bet onn bet tu-ma trem ’ar ster,
Da veuin eunn nebeut kisier.
— Ne d-eo ked da veuin kisier,
E ma ar goad deuz ho paner !
Otro ar Saoz, d’in leveret,
Mac’haridig peuz ket gwelet ?
— Mac’harid n’am euz ket gwelet
Abaoue pardon sant Servet.
— Gaou a leverez, traitour,
Rag t’ec’h euz hi lazet neihour !
Dizenor d’ann noblanz a rez,
Kerkouls ha d’ar varc’hegaez. —
Rojerson, pa ’n deuz hen klevet.
He gleze en deuz diwennet.
— Bremaig e weli, me chanz,
Mar rann dizenor d’ann noblanz ;
Bremaik, gwaz, e weli ez
Mar ’m onn kuit a varc’hegaez.
Hore ! hore ! kuit a druez !
En em ward-te ! mair ’m oud dibrez !
— Dibrez onn bet, ha dibrez onn
Da c’hoari gant tud a galon ;
C’hoari a rinn hag em euz gret,
Na rann gand lazerien merc’hed ;
E pelec’h bennag m’ ho c’havann,
Evel koun holl ho dispennann. —
Kerkent evel m’en deuz laret,
He gleze braz neuz gorroet ;
Ha war benn ar Saoz en deuz skoet,
Ha daou hanter out-han ’n deuz gret.
Rojerson a zo bet lazet :
Kastel Traongof zo dismantret ;
Dismantret eo ker ar mac’her ;
Da rei d’ar Zaozon evit skouer ;
Da rei evit skouer d’ar Zaozon,
Evit kelo mad d’ar Breton !