Barzhaz Breizh/1867/Livaden Geris
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Liñvadenn Gêr-Iz.
Ha glevaz-te, ha glevaz-te
Pez a lavaraz den Doue
D’ar roue Gradlon enn Is be ?
— « Arabad eo en embarat !
Arabad eo arabadiat !
Goude levenez, kalonad !
« Neb e beg e kig ar pesked,
Gand ar pesked a vo peget,
Ha neb a lonk a vo lonket.
« Ha neb a ev, ha gwin a vesk,
A evo dour evel eur pesk ;
Ha neb na oar a gavo desk. »
Ar roue Gradlon a venne
— Koanourien da, da eo gan-e
Monet da gouski eur banne.
— Da gouski afec’h antronoz,
Manet-hu gan-e-omp-ni fenoz :
Hogen pa vennit-hu, bennoz ! —
Serc’heg a gomze war ma oue
Flourik-flour ouz merc’h ar roue :
— Klouar Dahut, nag ann alc’houe ?
— Ann alc’houe a vezo tennet ;
Ar puns a vezo dibrennet :
Pez a ioulit-hu ra vo gret ! —
Hag ann neb en defe gwelet
Ar roue koz war he gousked,
Meurbed vije bet souezet,
Souezet gand he bali moug,
Hag he vleo gwenn-kann war he choug,
He alc’houe aour ekerc’h’n he c’houg.
Neb a vije bet er c’heden,
En defe gwelet ar verc’h wenn
Goustad o vont tre, diarc’hen.
Tostat re oud he zad roue,
Ha war he daoulin ’n em stoue,
Ha ribla re sug hag alc’houe.
Ato e hun, e hun ann ner.
Ken a glevet hed al laouer :
— Laosket ar puns ! beuzet ar ger ! —
— Otrou roue, sav diallen !
Ha war da varc’h ! ha kuit a-grenn !
Ma’r mor o redek dreist he lenn ! —
Bezet milliget ar verc’h wenn
A zialc’houezaz, goude koen,
Gore puns Keris, mor termen !
— Koadour, koadour, lavar d’i-me
Marc’h gouez Gradlon a welaz-te
O vont e-biou gand ar zaon-me?
— Marc’h Gradlon dre-ma na weliz
Nemed enn noz du he gleviz
Trip, trep, trip, trep, trip, trep; tan-tis !
— Gwelaz-te morverc’h, pesketour,
O kriba he bleo melen-aour
Dre ann heol splann, e ribl ann dour ?
— Gwelout a riz ar morverc’h wenn ;
M’he c’hleviz o kana zoken :
Klemvanuz tonn ha kanaouen.
![\score {
\version "2.18.2"
\relative c''{
\clef treble
\key c \major
\tempo \markup {\italic Andante.}
\autoBeamOff
\time 3/4
\partial 4
r8 c | d e16([ d]) c4. c8 | d e16([ d]) c4 r8 c | \break
d8 e c a c a | a4( g) r8 c | \break
d8 e c a d c16[ b] | c2 \bar "|."
}
\addlyrics {
Ha gle -- vaz -- te, ha gle -- vaz -- te Pez
a la -- va -- raz den Dou -- e D’ar
rou -- e Grad -- lon enn Is be?
}
\layout { line-width = #123 }
\midi { }
}
\header { tagline = ##f }](http://upload.wikimedia.org/score/1/8/18hx98rffvtw1at9a8ddgb00vcub0bt/18hx98rf.png)