Barzhaz Breizh/1867/Ar c’horred
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’horred.
Paskou-Hir, ar c’hemener,
Zo eet da ober al laer,
Abardae noz digwener.
N’helle mui ober bragou :
Eet ann dud d’ann armeou
Ouz re Vro-C’hall hag ho rou.
Eet e ’tre ti ar C’horred
Gand he ball, ha da doullet
Da glask ann tensaour kuzet.
Ann tensaour mad a gavaz,
Ha d’ar ger o redek braz ;
Ha’nn he wele ’n em lakaz.
— Sarret ann nor sarret kloz !,
Setu ann Duzigou noz.
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her,
Ha diriaou ha digwener ! » —
— Sarret ann nor, mignoned ;
Setu, setu ar C’horred !
Maint o tont trebarz ar porz,
Maint enn han o tansal fors.
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her
Ha diriaou ha digwener. » —
— Maint o pignat war da dei ;
Maint ’ober eunn toull enn ei.
Krabet oud, mignonik paour,
Toll kuit buhan ann tensaour.
Paskou paotr, te zo lazet !
Toll war-n-oud dour benniget ;
Toll da liser war da benn ;
Paskou, na fich ked a-grenn.
— Sioaz-d’in ! maint o c’hoarzin ;
Neb a zidec’hfe ve fin.
Otrou doue ! Setu’nan,
He benn dre’nn toull a welann ;
He zaoulagad ru glaou tan !
’Ma enn traon gad ar peulvan.
’Trou Doue ! unan, daou, tri !
Mont enn dro war al leur zi !
Lamm a reont ha konari.
Taget onn, Gwerc’hez Vari !
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her,
Ha diriaou ha digwener ! » —
Daou, tri, pevar, pemp ha c’houec’h !
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her !
« Kemenerik, kemener,
Roc’ha rez aze, lerer !
« Kemener, kemenerik,
Tenn da fri mez eunn tammik !
« Deuz da ober eunn dro zans,
Ni ziskei d’id ar c’hadans ;
« Kemenerik, kemener !
Dilun, dimeurs, dimerc’her.
« Kemenerik te zo laer.
Dilun, dimeurs, dimerc’her.
« Deuz d’hon laeraz eur wech-all,
Deuz, koz kemenerik fall ;
« Ni ziskeio d’id eur bal
A rei d’az mell-kein strakal.
Paz arc’hant korr tra na dal. —