Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1867/Ar bugel laec’hiet

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Bugel Lec’hiet.

Didier et Cie, 1867  (p. 31-33)



AR BUGEL LAEC’HIET
− IES KERNE −


Mari goant a zo keuziet ;
He Loik ker e deuz kollet ;
Gand ar Gorrigan e ma eet.

— Pa’z iz da vid dour d’ar stiv,
Va Loik leziz er c’havel ;
Pa zeuiz d’ar ger hen oa pel ;


Al loen-man enn he lec’h laket,
He vek ken du hag eunn tousek,
A graf, a beg, heb ger e-bet ;

Ha bron bepret ’ma klask kaouet,
Hag enn he zeiz vloaz e ma eet
C’hoaz ne ma ket c’hoaz dizonet.

Gwerc’hez Vari, war ho tron erc’h,
Gand ho kredur tre ho tiou-vrec’h,
E levenez ’m oc’h, me enn nec’h.

Ho mabik sakr c’hui a virez,
Me ma hini me a gollez.
Truez ouz-in mamm a druez !

— Ma merc’h, ma mer’h, na nerc’het ket !
Ho Loik ne ’d eo ket kollet,
Ho Loik ker a vo kavet.

« Neb ra van virv e gloren vi
Evid dek gonideg eunn ti,
A lak ar c’horrig da bregi.

« Pa’n deuz prezeget flemm-han, flemm !
Pa eo bet flemmet ken, a glemm ;
Pa eo klevet, he lammer lenn. »

— Petra rit-hu aze, va mamm ?
Lavare ar c’horr gand estlamme,
Petra rit-hu aze, va mamm ?

— Petra rann ama va mab-mi ?
Birvi a rann er blusken-vi,
Vit ann dek gonidek va zi.

— ’Vit dek, mamm ger, enn eur blusken !
Gweliz vi ken gwelet iar wenn,
Gweliz mez ken gwelet gwezen


Gweliz mez ha gweliz gwial,
Gweliz derven e koat Breiz-all,
Biskoaz na weliz kemend all.

— Re draou a welaz-te, va map ;
Da flap ! da flip ! da flip ! da flap !
Da flip, potr koz ! ha ! me da grap !

— Sko ket gant-han, lez-han gan-i ;
Na rann-me droug da da hini,
Ma brenn er bro-ni gan-e-omp-ni. —

Mari d’ar ger pa zistroaz,
He bugel kousket a welaz
Enn he gavel, ha sioul eaz.

Hag out-han ker kaer pa zelle
Ha da voket d’ean pa ee,
He zaoulagad a zigore.

Enn he gavazez ’n em zave,
He ziouvrec’hik d’ei astenne :
— Gwall-bell onn bet kousket, mamm-le ! —



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key f \minor
    \tempo \markup {\italic Andantino.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 4*1
    e4 | f bes | aes2( | g4) f8[ e] | f4 bes | \break
    aes2( | g4) c, | f g | aes g | f2 | ees | c~ | \break
    c4 c | f g | aes g8([ aes]) | bes2 | \appoggiatura aes4 g2 | f \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ma -- ri goant a zo keu -- zi -- et
    he Lo -- ik ker e deuz kol -- let_;
    gand ar Gor -- ri -- gan e -- ma eet.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }