Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1867/Gwin ar C’hallaoued ha korol ar c’hleze

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gwin ar C’hallaoued ha Koroll ar C’hleze.

Didier et Cie, 1867  (p. 45-48)



GWIN AR C’HALLAOUED
HA KOROL AR C’HLEZE
— IES LEON —


I


Gwell eo gwin gwenn bar
 Na mouar !
Gwell eo gwin gwenn bar.

— Tan ! tan ! dir ! oh ! dir ! tan ! tan ! dir ha tan !
Tann ! tann ! tir ! ha tonn ! tonn ! tir ha tir ha tann !


 Gwell eo gwin nevez
  Oh ! na mez ;
 Gwell eo gwin nevez.
Tan ! tan !…

 Gwell eo gwin a lufr
  Oh ! na kufr ;
 Gwell eo gwin a lufr.
Tan ! tan !…

 Gwell eo gwin ar Gall
  Nag aval ;
 Gwell eo gwin ar Gall.
Tan ! tan !…

 Gall, d’id, kef ha deil
  D’id pez-teil !
 Gall, d’id, kef ha deil.
Tan ! tan !…

 Gwin gwenn, d’id, Breton
  A galon !
 Gwin gwenn, d’id, Breton.
Tan ! tan !…

 Gwin ha goad a red
  Enn gefred ;
 Gwin ha goad a red.
Tan ! tan !…

 Gwin gwenn ha goad ruz
  Ha goad druz ;
 Gwin gwenn ha goad ruz.
Tan ! tan !…

 Goad ruz ha gwin gwenn
  Eunn aouen !
Goad ruz ha gwin gwenn.
Tan ! tan !…


 Goad ar C’hallaoued
  Eo a red ;
 Goad ar C’hallaoued.
Tan ! tan !…

 Goad ha gwin eviz
  Er gwall vriz ;
 Goad ha gwin eviz.
Tan ! tan !…

 Gwin ha goad a vev
  Neb a ev ;
 Gwin ha goad a vev.
Tan ! tan !…


II


 Goad gwin ha korol
  D’id, Heol !
 Goad gwin ha korol
Tan ! tan !…

 Ha korol ha kan,
  Kan ha kann !
 Ha korol ha kan.
Tan ! tan !…

 Korol ar c’hleze,
  Enn eze ;
 Korol ar c’hleze.
Tan ! tan !…

 Kan ar c’hleze glaz
  A gar laz ;
 Kan ar c’hleze glaz.
Tan ! tan !…

 Kann ar c’hleze goue
  Ar Roue.
 Kann ar c’hleze goue.
Tan ! tan !…


 Kleze ! Roue braz
  Ar stourmeaz !
 Kleze ! Roue braz !
Tan ! tan !…

 Kaneveden gen
  War da benn !
 Kaneveden gen !

— Tan ! tan ! dir ! oh ! dir ! tan ! tan dir ha tan !
Tann ! tann ! tir ! ha tonn ! tonn ! tann ! tir ha tir ha tann !



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {\italic Allegretto.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    e8 e d e | a, a a a | \break
    e'8 e d e | a,4 r \bar ":|." a c | a8 c b4 | \break
    b8 c d e | a, a a4 | a c | \break
    a8 c b4 | b8 c d e | a,4 r \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Gwell eo gwin gwenn bar Na mou -- ar;
    Gwell eo gwin gwenn bar. Tan! tan! dir! oh! dir!
    tan! tan! dir! ha tan! Tann! tann! dir! ha
    tonn! tonn! tann! tir ha tir ha tann!
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }