Barzhaz Breizh/1867/Bale Arzur

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bale Arzhur.

Didier et Cie, 1867  (p. 49-51)



BALE ARZUR
− IES KERNE −


— Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, d’ar gad !
— Deomp, kar, deomp, breur, deomp, map, deomp, tad !
— Deomp ! deomp ! deomp holl ! deomp ’ta, tud vad !


Mab ar c’hadour a lavare,
Lavare d’he dad, eur beure :
— Marc’hegerien war lein ar bre !

Marc’hegerien o vont e-biou,
Mirc’hed adan-he, glaz ho liou,
Oc’h hinteal gand ar riou !

Stank-ha-stank, c’houec’h-ha-c’houec’h, e ri ;
Skank-ha-stank, e ri tri-ha-tri ;
Mil goaf oc’h ann heol o lintri ;

Stank-ha-stank, e ri, daou-ha-daou,
O vont da heul ar banielaou.
Hag a vransell glan ann Ankaou.

Nao ban rong ann daou benn anhe ;
Bagad Arzur, e goarann, e ;
Arzur a-rok lein ar mene. —

— Mar ma Arzur ann hini eo,
Prim d’hor gwarek ha d’hor gwall veo !
Ha’rok d’he heul, ha flimm ra freo ! —

Oa ked he c’her losket a-grenn,
Pa drouzkrozaz ar iouc’hadenn
Hed ar meneziou penn-d’ar-benn

— « Kalon am lagad ! penn am brec’h !
« Ha laz am blons, ha traon ha krec’h !
« Ha tad am map, ha mamm am merc’h !

« Marc’h am kazek, ha mul am as !
« Penn-lu am mael, ha den am goas !
« Goad am daerou, ha tan am c’houaz !


« Ha tri am unan, evid mad !
« Traon ha krec’h, noz-de, mar gell pad,
« Ken a redo enn traoniou goad !

« Er stourmat treuzet mar kouezomp,
« Gand hor goad en em badeziomp,
« Ha laouen galon a varfomp.

« Mar marvomp evel ma dleet
« D’ar gristenien, d’ar Vretoned,
« Morse na varvimp re abred ! » —



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key g \minor
    \tempo \markup {\italic Energico.}
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 8
    f,8 | \times 2/3 { bes4( a) g } | f2 ~ | f4 f | \times 2/3 { bes4( a) g } | \break
    f2 ~ | f4 f | bes4. g8 | f4. d8 | \times 2/3 { ees4( f) g } | \break
    f4. f8 | bes4. c8 | d4. ees8 | d4. c8 | \appoggiatura c8 bes4 r8 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Deomp, deomp, __ deomp, deomp, deomp, deomp __ d’ar
    gad! Deomp kar, deomp breur, deomp map, __ deomp
    tad! Deomp, deomp, deomp holl deomp ta, tud vad!
  }
  \layout { line-width = #150 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }