Barzhaz Breizh/1867/Bosen Elliant
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bosenn Eliant.
Tre Langolen hag ar Faouet
Eur Barz santel a vez kavet ;
Hag hen Tad Rasian hanvet.
Laret en deuz d’ar Faouediz :
Laket eunn oferen beb miz,
Eunn oferen enn hoc’h iliz.
Eet eo ar vosen a Elliant,
Hogen ne ket eet heb forniant,
Eet zo gat-hi seiz-mil ha kant !
E bro Elliant, heb laret gaou,
E ma diskennet ann Ankaou,
Maro ann holl dud nemed daou :
Eur c’hroegik kouz tri-ugent vloa
Hag eur mab heb ken e devoa,
« Edi ar vosen ’penn ma zi ;
Pa garo Doue ’teui enn ti ;
Ni iei ’mez pa deui, » eme-z-hi.
E kreiz Elliant, er marc’hallec’h,
Geot da falc’hat e kavec’h,
Nemed enn hentig euz ar c’harr
A gas re varo d’ann douar.
Kriz vije ’r galon na welje,
E bro Elliant, neb a vije :
Gwell’t triouec’h c’harr tal ar vered
Ha triouec’h all eno ’ tonet.
Lec’h oa nao mab enn eunn tiad,
Eent d’ann douar enn eur c’harrad,
Hag ho mamm baour oc’h ho charrat.
Ho zad adren o c’houibannat :
Kollet gat-han he skiand-vad.
Hi a iude, galve Doue ;
Reustlet e oa korf hag ene ;
— Laket ma nao mab enn douar,
Ha me roi doc’h eur gouriz koar,
A rei teir zro endro d’ho ti,
Ha teir endro d’ho minic’hi.
Nao mab em boa em boa ganet,
Setu gad ann Ankou int eet ;
Gad ann Ankou e toull ma dour ;
Den da hul d’in eul lommik dour ! —
Leunn e’r vered rez ar c’hleuniou,
Leun ann iliz rez ann treuzou ;
Red eo benniget ar parkou,
Da lakat enn ho ar c’horvou.
Me wel er vered eunn derven,
Hag enn he beg eul liser wenn :
Eet ann holl dud gad ar vosen.
![\score {
\version "2.18.2"
\relative c''{
\clef treble
\key g \major
\tempo \markup {\italic Maestoso.}
\override Rest #'style = #'classical
\autoBeamOff
\time 2/2
\partial 4
d,4 | g2 a | a4 g8 ([ a]) b4 b \bar "||" \break
\time 2/4 a d, \bar "||" \time 2/2 g2 a | a4 g8 ([ a]) b4 b | \break
a2. d,4 | g2 a | a4 g8 ([ fis]) e4 \appoggiatura fis8 e4 | \break
\time 2/4 d e8 ([ fis]) \bar "||" \time 2/2 g2 a | a4 g8 ([ fis]) e4 fis | g2 r4 \bar "|."
}
\addlyrics {
Tre Lan -- go -- len hag ar Fa --
ouet, Eur Barz san -- tel a vez ka --
vet; Eur Barz san -- tel a vez ka --
vet; Hag hen Tad Ra -- si -- an han -- vet.
}
\layout { line-width = #123 }
\midi { }
}
\header { tagline = ##f }](http://upload.wikimedia.org/score/k/8/k8jaq25yhzigs3kau3k3gk7okisjyyk/k8jaq25y.png)