Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1867/Marzin

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Marzhin.

Didier et Cie, 1867  (p. 57-62)



MARZIN
− IES KERNE −


I


MARZIN ENN HE GAVEL.


Brema trizek miz ha teir zun
E oann dindan ar c’hoad e hun.

Oh ! hun eta, va mabik, va mabik ;
Hun eta, toutouik lalla.

Kleviz o kana eul lapous,
Kane ken flour, kane ken dous.
Oh ! hun eta, etc.

Kane ken dous, kane ken our,
Flouroc’h evid iboud ann our
Oh ! hun eta, etc.

Kement ma’z-iz d’he heul, dibret
Touellet gant-han va spered.
Oh ! hun eta, etc.


D’he heul pell, pell, pell, pell ez iz ;
Sioaz ! sioaz d’am iaouankiz !
Oh ! hun eta, etc.

— Merc’hik roue, e lavare,
Kaer oud evel gliz ar beure :
Oh ! hun eta, etc.

Ar goulou-deiz zo souezet
Pa zell ouz it, na ouzez ket.
Oh ! hun eta, etc.

Pa bar ann heol, souezet e.
Na piou a vo da bried-te ?
Oh ! hun eta, etc.

— Tavit, tavit, koz lapousik,
C’houi zo gwall lik enn ho pegik.
Oh ! hun eta, etc.

Ma zelfe laez Roue ouz en
Gant goulou-deiz man na lakfen.
Oh ! hun eta, etc.

Na lakfen man gand sell ann heol
Kenneubeut gand sell ar bed holl.
Oh ! hun eta, etc.

Mar gomzet d’in oc’h dimizin
Komzet deuz Roue ann env d’in.
Oh ! hun eta, etc.


Kana re brao-oc’h-brao alkenn ;
Ha me d’he heul, souchet va fenn.
Oh ! hun eta, etc.

Ken e koueziz skuiz-stank kousket
Dindan eunn derven, er gwasked.
Oh ! hun eta, etc.

Hag eno am boe eunn hunvre
Am sapeduaz beteg re.
Oh ! hun eta, etc.

E oann ebarz ti eunn Duzik ;
A dro-war-dro eur feuntennik.
Oh ! hun eta, etc.

He vein ker boull ! he vein ker skler !
He vein ker splann evel-d-ar gwer !
Oh ! hun eta, etc.

Eur gwiskad man war al leur-zi
Bleuniou-nevez street war-n-ezhi.
Oh ! hun eta, etc.

Ann Duzik ne oa ked er ger ;
Ha me diogel ha seder.
Oh ! hun eta, etc.

Pa weliz o tont diouz a bell
Eunn durzunel a denn-askel.
Oh ! hun eta, etc.


Hag e stokaz gand he begik
Diouz moger voull ti ann Duzik.
Oh ! hun eta, etc.

Ha me sod, gant truez out-hi,
Mont da zigor ann nor d’ezhi.
Oh ! hun eta, etc.

Hag hi ebarz, ha da rodal
Tro-war-dro d’ann ti, o nijal.
Oh ! hun eta, etc.

Gwech war va skoaz, gwech war va fenn,
Gwech e nije war va c’herc’henn.
Oh ! hun eta, etc.

Teir gwech ouz va skoarn a bokaz
Ha kuit dreo enn-dro d’ar c’hoat glaz
Oh ! hun eta, etc.

Mar oa dreo hi, me n’am onn ket ;
Malloz d’ann heur e oann kousket.
Oh ! hun eta, etc.

Ann dour a ver diouz va lagad
Pa dleann kavel luskellat.
Oh ! hun eta, etc.

A-ioul vefe enn ifern skorn
Ann Duarded kig hag askorn !
Oh ! hun eta, etc.


A-ioul vefe gaou va hunvre !
Na ouife den diouz va doare !
Oh ! hun eta, etc.

Ar mab, hag hen nevez-ganet,
O c’hoarzin en deuz diskanet :
Oh ! hun eta, etc.

Tavit, va mamm, na welet ket,
Gan-in n’ho po preder e-bet.
Oh ! hun eta, etc.

Nemet am euz gwall-galonad
Ober eunn Duard diouz va zad.
Oh ! hun eta, etc.

Etre ann env hag ann douar,
Va zad zo ker kaen hag al loar ;
Oh ! hun eta, etc.

Va zad a gar ann dudou kez,
Ha pa gav ann tu ho gwarez.
Oh ! hun eta, etc.

Ra viro Doue da vikenn
Va zad diouz puns ann ifern ien !
Oh ! hun eta, etc.

Nemet bennoz a rann d’ann heur
E oenn ganet evid ann eur.
Oh ! hun eta, etc.

Oenn ganet evid eur va bro ;
Doue diouz anken d’he miro !
Oh ! hun eta,

Ar vamm a oe souezet braz :
« Heman zo Marz mar boe biskoaz !

Hun eta, va mabik, va mabik,
Hun eta, toutouik lalla ! »




\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \tempo \markup {\italic Andantino.}
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    \partial 8
    a8 | a4 a8 g4 g8 | c4 \stemUp b8 \stemNeutral a4 a8 | \break
    a4 a8 g4 g8 | c4 d8 a4\fermata g8 | a4 a8 a4 a8 | \break
    g4 f8 e4\fermata d8 | e4 a8 a4 g8 | f e f d4 c8 | \break
    e4 a8 a4 g8 | f e f d4. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Bre -- ma tri -- zek miz ha teir zun, Bre --
    ma tri -- zek miz ha teir zun E oann din -- dan ar
    c’hoad e hun Oh! hun e -- ta, va ma -- bik, va ma -- bik;
    Hun e -- ta, tou -- tou -- ik lal -- la.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


II


MARZIN-DIVINOUR.


— Marzin, Marzin, pelec’h it-hu,
Ken beure-ze, gand ho ki du ?
— Iou ! iou ! ou ! iou ! iou ! ou ! iou ! ou ! iou ! ou ;
Iou ! iou ! ou ! iou ! ou ! —

— Bet onn bet kas kaout ann tu,
Da gaout dreman ann ui ru,

Ann ui ru euz ann aer-vorek,
War lez ann od, toull ar garrek.

Mont a rann da glask d’ar flouren
Ar beler glaz ha ’nn aour ieoten,

Kouls hag huel-var ann derven,
Ekreiz ar c’hoad’ lez ar feunten.

Marzin ! Marzin ! distroet endro ;
Losket ar var gand ann dero,

Hag ar beler gand ar flouren,
Kerkouls hag ann aour-ieoten,

Kerkouls hag ui ann aer-vorek,
Etouez ann eon toull ar garrek.

Marzin ! Marzin ! distroet endrou :
Ne deuz divinour nemed Dou. —
— Iou ! iou ! ou ! iou ! iou ! ou ! iou ! ou ! iou ! ou !
Iou ! iou ! ou ! iou ! ou !



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic Allegro.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 8
    g8 | g4. g8 | d'4. c8 | b4 e | e ( d8) d8 | \break
    d8. ([e16]) d8. ([c16]) | b4 a | g b | \cadenzaOn a8. ([g16]) fis4. g8 \cadenzaOff \bar "|" a4 r  | \break
    \tempo \markup { \italic Presto.} \cadenzaOn \stemUp g8 g16 b8. b16 \cadenzaOff \bar "|" \cadenzaOn a8. a16 g4 \cadenzaOff \bar "|" \cadenzaOn g8 g16 a8 a16 g4 r8 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Mar -- zin, Mar -- zin, pe -- lec’h it -- hu, Ken
    beu -- re -- ze, gand ho ki du. Iou! iou! ou!
    Iou! iou! ou! iou! ou! iou! ou! iou! iou! ou! iou! ou!
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


III


MARZIN-BARZ.


I

Ma mamm-goz baour, em silaouet
D’ar fest am euz c’hoant da vonet ;

D’ar fest, d’ar rederez neve
A zo laket gand ar roue.

— D’ar rederez na iefec’h ket,
D’ar fest-man na da fest e-bed ;

Na iefec’h ket d’ar fest neve,
Goela peuz gret hed ann noz-me


Na iefec’h ket, mar dal gan-e,
Goela peuz gret enn ho hunvre.

— Ma mammik paour, ma em c’haret,
D’ar fest em lesfec’h da vonet.

— O vont d’ar fest c’hui a gano,
O tont endro c’hui a oelo. —


II

He eubeul ru en deuz sternet,
Gad diren-flamm neuz han houarnet ;

Eur c’habestr neuz laket ’nn he benn,
Hag eunn dorchen skanv war he gein ;

E kerc’hen he c’houg eur walen,
Hag endro d’he lost eur zeien ;

Ha war he c’hore ’ma pignet,
Hag er fest neve ’ma digouet.

E park ar fest pa oa digouet,
Oa ar gern-bual o vonet ;

Hag ann holl dud enn eur bagad ;
Hag ann holl virc’hed o lampat.

— Ann hini en devo treuzet
Kleun braz park ar fest enn eur red,

Enn eul lamm klok, distak, ha net,
Merc’h ar rou en do da bried. —

He eubeulik-ru, pa glevaz,
War bouez he benn a c’hristillaz ;

Lammet a rez, ha konnari,
Ha teurel c’houez tan gad he fri ;


Ha luc’hed gad he zaoulagad,
Ha darc’h enn douar gad he droad ;

Ken a oa ar re-all trec’het,
Hag ar c’hleun treuzet enn eur red.

— Otrou roue, ’vel peuz touet,
Ho merc’h Linor renkann kaouet.

— Ma merc’h Linor n’ho pezo ket,
Na den evel-d-hoc’h ken-neubet ;

Ne ket kelc’herien a fell d’e,
Da rei da bried d’am merc’h-me. —

Eunn ozac’h koz a oa eno,
Ha gat-han eur pikol varo,

Eur varo enn he chik, gwenn-kann,
Gwennoc’h evit gloan war al lann ;

Hag hen gwisket gad eur ze c’hloan,
Bordet penn-da-benn gad argant ;

Hag hen enn tu deou d’ar Roue,
Out-han gourgomze, er pred oue.

Ar Roue pa’n deuz he glevet,
Dre deir gwech gand he vaz neuz skoet ;

Teir gwech gand he vaz war ann doll,
Ken a lakaz selaou ann holl :

— Mar gasez d’in telen Varzin
Dalc’het gant pider sug aour fin ;

Mar gasez he delen d’i-me
Zo staget e penn he wele ;


Mar he distagez ; aneuze
Az pezo ma merc’h, marteze.


III

— Ma mamm-goz baour, ma em c’haret,
Eunn ali d’i-me a refet ;

Ma mamm-goz baour, ma em c’haret,
Rag ma c’halonik zo rannet.

— Ma ho pije sentet ouz-on ;
Na vije rannet ho kalon.

Ma mabik paour, na oelet ket,
Ann delen a vo distaget ;

Na oelet ket, ma mabik paour,
Setu aman eur morzoul aour ;

Kemet tra ma zo na drouzfe,
Ma vo skoet gad ar morzoul-ze. —


IV

— Eurvad ha joa barz ann ti-me ;
Chetu me digouet adarre ;

Chetu me deuet adarre,
Ha telen Varzin gan-i me. —

Mab ar roue dal’m’he glevaz,
Oud he dad roue c’hourgomzaz ;

Ar roue pa’n deuz he glevet ;
D’ann den iaouank en deuz laret ;

— Mar gasez d’i-me he vizou
A zo gant han enn he zorn deou ;


Mar gasez he vizou d’i-me
Te po ma merc’h digan-i-me. —

Hag hen da zont, o oela dru,
Da gaout he vamm-goz dioc’h-tu.

— Ann otrou roue ’n doa laret,
Ha padal en deuz dislaret !

— N’a chif ket evit kement-ze ;
Tap eur skoultrik a zo aze ;

A zo aze ’barz ma arc’hik,
Hag enn han daouzek deliennik,

Hag enn han daouzek delien grenn,
Hag hi ker kaer hag aour melen,

Hag onn bet seiz noz da gerc’hat,
Seiz vloa tremenet, e seiz koat.

Pa gano’r c’houg da hanter-noz,
Ho marc’h ru vo oc’h ho kortoz ;

P’euz ker da gaout aon e-bet,
Merlin-Barz na zihuno ket. —

Pa gane ’r c’houg kreiz ann noz du,
Lamme war ann hent ar marc’h ru ;

N’endoa ked ar c’houg peur-ganet,
Pa oa bizou Marzin lammet.


V

Antronoz pa zarc’haz ann de,
Oa eet da gaout ar roue,

Hag ar roue dal’m’he welaz,
Chommaz war zao, souezet-braz ;


Souezet, ha’nn holl evel-t-han
— Chetu gonet he c’hroek gant-han ! —

Hag hen mont eunn tammig er mez,
He vab d’he heul hag ann oac’h kez.

Hag hi da zont gant-han endro,
Unan a gleiz, unan a-zeo.

— Gwir eo, ma mab, pez ’t euz klevet :
Da c’hroek hiriou e ’t euz goneet.

Hogen eunn dra c’hoaz e c’houlann,
Houman a vo ann divezan.

Mar deuz da ober kement-ze,
Vezi gwir vab-kaer ar roue ;

Hag az po ma merc’h hag ouspenn
Ann holl vro Leon, dre ma wenn !

Digas Marzin-Barz tre em lez,
Da veuli ar briadelez. —


VI

Marzin-Barz, abeban e teuz,
Toullet da zillad treuz-didreuz ?

Da belec’h ez-te evelhenn ?
Diskabel-kaer ha dierc’hen.

Da belec’h ez-te evelhenn,
Marzin goz, gand da vaz kelen ?

— Mont a rann da glask ma delen,
Frealz am c’halon er bed-men ;


Klask ma delen ha ma bizaou
Pere am euz kollet ho daou.

— Marzin, Marzin, na chifet ket,
Ho telen ne d-eo ket kollet ;

Ho telen ne d-eo ket kollet,
Nag ho pizou aour ken-neubet.

Deut tre enn ti, deut tre, Marzin,
Da zibri enn tamm boued gan-in.

— Mont gant ma hent na zaleinn,
Na tamm boued e-bet na zebrinn,

Na zebrinn tamm boued war ar bed,
Ken n’am bo ma delen kavet.

— Marzin ! Marzin ! ouz-in sentet ;
Ho telen a vezo kavet. —

Kement ma bet pedet gant-hi,
Kement e ma deut tre enn ti.

Ken a zigouezaz, da barde,
Mabig ar c’hroac’h goz ; hag hen tre ;

Hag hen da zridal spontet braz,
Endro d’ann oaled pa zellaz ;

O welet Marzin-barz kluchet,
He benn war he galon stouet,

Oc’h he welet war ann oaled,
N’ouie doare pelec’h tec’het.

— Tevet, ma mab, na spontet ket,
Gand ar mourgousk e ma dalc’het ;


Lonket en deuz tri aval ru
Am euz poaet d’ean el ludu ;

Lonket en deuz ma avalou ;
Setu hen d’hon heul e-peb-brou. —


VII

Ar rouanez a c’houlenne
Gand he loufren, euz hi gwele :

— Petra c’hoari gand ar ger-ma ?
Pe safar a glevann ama ?

Pa ’z onn dihunet ken pred-ze ;
Ken a gren postou ma gwele ?

Petra zo digouet barz ar porz,
Gand ann dud eno ’ioual fors ?

— C’hoari gaer a zo er ger-ma :
Gant Marzin o tont enn ti-ma;

Eur c’hroac’hik koz gwenn-kann, raz-han,
Hag ho mab-kaer ive gant-han. —

Ar roue en deuz hi c’hlevet,
Hag hen mez, ha prim da welet.

— Sav alese, embanner mad ;
Sav, deuz ta wele, ha timad !

Ha ke da gemenn dre ar vro.
Dont d’ann eured neb e garo ;

Dont da eured merc’h ar roue
A vo dimet a-benn eiz-te ;


Dont d’ann eured, tudjentiled,
Kement zo e Breiz hed-ha-hed ;

Tudjentiled ha barnerien ;
Tud a iliz ha marc’heien ;

Ha da genta ar Gonted vaour.
Ha tud pinvidik ha tud paour ;

Ke buhan ha skanv dre ar vro,
Kannadour, ha deuz skanv endro. —


VIII

— Chilaouet holl ; holl chilaouet,
Ma oc’h euz diouskouarn da glevet !

Chilaouet holl hag e klefet
Ar pez a zo gourc’hemennet :

Dont da eured merc’h ar roue,
Neb a garo, a-benn eiz-te ;

Dont d’ann eured, braz ha bihan
Kement a zo er c’hanton-man ;

Dont d’ann eured, tudjentiled,
Kement zo e Breiz hed-ha-hed,

Tudjentiled ha barnerien,
Tud a iliz ha marc’heien ;

Ha da genta ar Gonted-vaour
Ha re binvidik ha re baour,

Ha re binvidik ha re baour,
Na vanko d’he argant nag aour ;


Na vanko d’he kik na bara,
Na gwin, na dour-vel da eva,

Na skabellou da azea,
Na potred skanv d’ho servicha.

Daou c’hant penn-moc’h a vo laet
Ha daou c’hant penn-kole lardet ;

Daou c’hant inar, ha kant karo,
A gement koad a zo er vro,

Daou c’hant ejenn, kant du kant gwenn,
Vo roet ho c’hrec’hin dre rann krenn.

Kant sae a vo, hag a c’hloan gwenn,
Hag a vo roet d’ar veleien ;

Ha karkaniou aour a vo kant,
A vo roet d’ar varc’heien goant ;

Minteli glaz vo leiz eur zal
Da rei d’ar merc’hed da vragal ;

Hag eiz kant bragez neve c’hret,
Da rei d’ann dud paour da wisket ;

Ha kant soner war ho zorchen,
O son noz-de, war ann dachen ;

Ha Marzin-Barz e-kreiz al lez
O veuli ar briadelez.

C’hoari awalc’h a vo eno ;
Kement-all birviken na vo. —


IX

— Klevet, keginour, me ho ped :
Hag ann eured zo achuet ?

— Ann eured a zo achuet,
Hag ann holl draou a zo lipet.

Pemzek devez e deuz badet,
Ha dudi awalc’h a zo bet ;

Eet int kuit holl gand profou mad,
Gand skoaz ar rou hag he gimiad ;

Hag he vab kaer da vro Leon,
Gand he bried, dreo he galon.

Eet int holl kuit, ha laouen net ;
Nemed ar roue ne d-eo ket ;

Marzin c’hoaz eur wech, zo kollet,
N’ouzer doare pelec’h ma eet.—


IV


DISTRO MARZIN.


Kado vont gand ar c’hoat don,
Gant-han he gloc’hik sklint o son ;

Ken a ziredaz eunn tasman
Glaz he varo evel -d-ar man ;

Hag he zaou-lagad o tevi,
’Vel dour ar c’haoter o firvi.


Kado, ar sant, a zigoueze
Gant Marzin ar barz, enn deiz-se.

— Kemenn a rann enn han Doue !
Lavar d’i-me petra out-te ? »

— Enn amzer ma oann barz er bed,
Me oa gand ann holl enoret ;

Dioc’htu ma ’z-enn ’barz ar zall,
E klevet ann holl o iouc’hal.

Dioc’htu ma kane va delen,
Koueze diouz ar gwez aour melen,

Roueou ar vro am c’hare,
Roueou all holl am douje ;

Ann dudigou paour lavare :
— « Kan, Marzin, kan, e peb mare. »

Laret eure ar Vretoned :
« Kan, Marzin, ann traou da zonet. »

Breman er c’hoajou e vevann,
Den na ra stad ouz in breman.

Bleizi, ha moc’h gwez, kreiz ma hent,
Tre ma’z-ann biou, a skrign ho dent,

Kollet eo gan-in va delen,
Pilet eo gwez ann aour melen ;

Roueou Breiz a zo maro.
Roueou all a wask ar vro ;


Na lavar ken ar Vretoned :
« Kan, Marzin, ann traou da zonet. »

Hi a ra ouz-in Marzin-fol,
A daoliou mein am c’hasont holl.

— Paourkez diod, distroit endro.
Ouz Doue zo ’vid hoc’h maro.

Hennez en do truez ouz-hoc’h ;
Da neb a fiz enn ha ro peoc’h.

— Enn ha fiziz, c’hoaz e fiziann,
Out-han truez a c’houlennann. —

— Dre-z-oun oc’h euz truez gant-han,
Enn Tad, e’r Mab, e’r Spered Glan !

— Me a losko eur iouc’haden
D’am Roue, gwir Zoue ha den !

Me gano he vadelezou,
A oad da oad dreist ann oajou. —

— Paourkez Marzin, Doue d’ho klevo !
Elez Doue d’hoc’h ambrougo !



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo \markup {\italic Andante.}
    \autoBeamOff
    \time 3/4
    \partial 4*1
    e4 | a a a | fis gis a | \break
    b\fermata r a | b cis8. b16 b4\fermata | a fis8. [ fis16] e4 | \break
    a b cis8. b16 | b2.\fermata | a4 fis8. [ fis16] e4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ka -- do o vont gand ar c’hoat
    don, Gant han he glo -- c’hik sklint o son
    Gant han he glo -- c’hik sklint o son.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }