Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1867/Ar chouanted

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Chouanted.

Didier et Cie, 1867  (p. 381-383)



AR CHOUANTED
− IES GWENNEDIZEL −


Er re goh hag er merc’hed hag er botred vihan,
Ha re pere n’int ket goest de vonet d’en emgann,
A laro enn ho zier, abarh mont de gousket,
Ur pater hag eunn ave euit er chouanted.

Er chouanted zou tud vad, hi zou gwir grechenion,
Sauet de zifenn hon bro klouz el hun beleion ;

Mar skoont ar tal hou tour, m’hou ped, digouret d’e :
Doue else, me zud vad, digorai d’hoc’h, eunn de.

Julian bleu-ru a lare d’he vamm goh ur mitin :
— Me ia me ged Tinteniak, pe monet a blij d’ein.
— De deu vreur dez me losket, ha te me losk eue !
Mes mar plij d’id de vonet, ra de renai Doue ! —

Pe zeie er chouanted, ez a bob korn a Vreih,
A Dreger hag a Gerne, hag a Wenned ileih,
Er re c’hlaz digoueh get-he, e maner Koatlogen,
Ez a gosteeu Bro-c’hall, tri mil enn ur vanden.

— Chetu enn heur e sonein, chetu enn heur sonet,
Me emgafemp, eur wech c’hoah, ged er c’hoh soudarded.
Bec’h ar-n-hoc’h, potred a Vreih, bec’h ar-n-hoc’h, ha gwelemp !
Mar m’ann Diol enn-tu get-he, ma Doue enn tu gen-emp ! —

Ha pe oant deit de grogein, hen darc’he el un oac’h :
Get he bop a vuzul vad, get hen meit he benn-bah,
He benn-bah, hag he chaplet ez a Zantez-Anna,
Ha kemed e dosteie, a oa pilet get ha.


Ha toullet ker oa he dok, ha toullet he jupen,
Ha loud hag he vleu troc’het ged eunn tol a zabren,
Hag er goed a zivere demeuz toull he goste ;
Ha n’arzaoue e tarc’hout, hag oc’hpenn e kane.

Ken n’hen gwelez ket mui tamm, hag hen gwelez endro,
Hag hen lennet a goste didan ur ween dero,
E ouilein leih he galon, chouket get hon he benn,
Enn eutreu Tinteniak por a-drez ar he varlen.

Ha p’achiue enn emgann ar dro enn nozeoh,
Chouanted a zidoste, re ieuang ha re goh,
Hag a denne hou zoken, hag a lare else :
— Chetu ma goneit gen-emp, ha hon, siouah ! marue ! —



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic Religioso.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 3/4
    \partial 8*1
    b'8 g4. a8 b c | b a4. r8 g | \break
    b a \appoggiatura a g4 fis | g2 r8 b | g4. a8 b c | \break
    b a4. r8 g | b a \appoggiatura a g4 fis | g2 r8 a | \break
    a a a8. a16 a8 a | a b c d4\fermata c16([ b]) | \break
    a8( b4.) r8 b | g4. a8 b c | \break
    b a4. r8 g | b a \appoggiatura a g4 fis | g2 r4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Er re goh hag er mer -- c’hed hag
    er bo -- tred vi -- han, Ha re pe -- re n’int
    ket goest de vo -- net d’en em -- gann, A
    la -- ro enn ho zi -- er, a -- barh mont de gous --
    ket, Ur pa -- ter hag eunn
    a -- ve e -- uit er chou -- an -- ted.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }