Barzhaz Breizh/1867/Ar re c’hlaz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Re C’hlas.

Didier et Cie, 1867  (p. 374-379)



AR RE C’HLAZ
— IES KERNE —


Ar chas a glevann oc’h harzal ! setu ar zoudarded C’hall !
Tec’homp kuit trezeg ar c’hoajou! kasomp a-rog hor chatal !

Daoust hag hen, potred Kerne, e c’houzanvimp da viken,
E c’houzanvimp ar vac’herien a wask al labourerien ?

Gwallet gant-he hor merc’hed koant ; lazet mamm ha mab ha den ;
Lazet zoken ann dud klan paour, abalamour d’ho daouarn gwenn.

Tanet gant he ti ar beorien ; diskaret ar maneriou ;
Devet ann ed, devet ar foen, er parkou hag er prajou.

Troc’het ar gwe el liorzou, ha laket da ober tan ;
Ken na vo avalou na zist, da nao pe zek vloaz ac’han.

Laeret hor zaout, hon ounnered hag hon ejenned, siouaz !
Ha kaset mesk gand ho ferc’hen, d’ar c’higer d’ar c’heriou braz.


Laeret zoken traou ann iliz ; pilet zoken hon touriou ;
Straojet zoken ar garneliou, ha skignet ar relegou.

Gwastet traoniou kaer Breiz-izel, ken dru ha ker glaz gwech-all ;
Ken na glever mui tro-war-dro mouez den kennebeut chatal.

C’hoaz ma ve roet skuilla, hor gwalc’h, daelou dru d’hon daoulagad,
Nemet pa wel skuilla daelou, ann den ker a skuill ar goad.

C’hoaz ma ve roet kaout eur groaz, e pelec’h e taoulinfemp,
Evit goulenn digand Doue ann nerz pini a vank d’emp !

Met ho kroaz santel, ma Doue, zo bet pilet e peb-lec’h ;
Ha kroaz ar gwinterellerez a zo savet enn he lec’h.

Bemde ’weler ho peleien evel-d-hoc’h war ar C’halvar,
Evel-d-hoc’h o stoui ho fenn o pardoni d’ann douar.

Re ho deuz gallet lec’hel kuit, ea da guhet er c’hoajou ;
Eno oferniont deuz ann noz; e bag, war vor, a-wechou.


Darn ho deuz treuzet ar mor braz, divroet ha dizouten,
Gwell gant-he senti ouz Doue, evit senti ouz ann den ;

Gwell gant-he dibri dianken, er broiou pell, bara kerc’h,
Evit dibri bara gwiniz, bara ann diaoul, gand ann nec’h.

Enn ho ziez, ann touerien a zebr danvez ann dud paour,
Goude beza gwerzet Doue, evel Judaz, evid aour.

Piou-bennag na fell ket d’ezhan mont da glevet ann touer,
Zo war var da goll he vuhe; bet denjentil pe gouer.

Tudjentil, ha tud a iliz, tud diwar mez, sonn ho fenn,
Ann holl Vretoned a waner balamour ma int kristen !

Breman hallez, boed ann ifern, rei da galon-te d’ar joa,
Pe ’teuz laket hon elez-ni e-barz ann ne da c’hoela !

Pe ’teuz laket lezen ann diaoul e-lec’h gwir lezen Doue,
Pe ’teuz lazet ar veleien, ann dudjentil, ar roue !

Pe ’teuz lazet ar rouanez, pe ’teuz stlapet d’ann douar
He fenn gand penn flour Elesbed, ann itron zantel, he c’hoar ;

Pe ’teuz tolet er c’hao hudur mab ar roue, hen bugel,
Hag hen dalc’hez e-barz ar fank da vreigna ha da vervel.


Kuz da benn, heol benniget, enn eur welet torfejou
Pere na dlefe beza gret nemed gand drouksperejou !

Kenavo, Jezuz ha Mari, dispennet ho taolennou,
Ha laket d’ober paveiou, gand ar re c’hlaz, er c’heriou.

Kenavo, fons ar vadiant, e lec’h e gefjomp gwech-all
Nerz evit gouzanv ar maro kent evid ieo ann dud-fall.

Kenavo, kleier benniget, a gane war hor pennou,
N’ho klevimp mui enn hor gervel, sul na gwel, d’ann ilizou.

N’ho klevimp mui o kana ge; siouaz! divadez ho penn !
Teuzet, siouaz! gand ar geriz evid ober gwenneien !

Kenavo, Bretoned iaouang, e c’halver d’ann armeou,
E-lec’h ma goller enn eunn tol ar feiz hag ar vuheiou.

— Kenavo, ma map, kenavo d’ann draoniennou Jozafat !
Pa vei mez deuz a Vreiz-izel piou a zifenno da dad !

Pa lammo re ker gand ma zi, me vo klevel o laret :
« Ma vize bet ma mab er ger, en defe ma diwallet ! »


— Deuz etre diou vrec’h da vamm goz euz da zouget, ma bugel,
Deuz war galon euz da vaget, ma mabik paour, kent mervel !

Pa zistroi endro d’ar ger, vinn eet kuit deuz ar bed man ;
Deuz aman, deuz m’az priatinn, evid ar wech divezan.

— Tevet, ma mamm, tevet, ma zad, ne inn ked d’ho tilezel ;
Chom a rinn evid ho tifenn, evid difenn Breiz-izel.

Reuzeudik braz eo bout gwanet ; bout gwanet ne ket mezuz ;
Nemet plega d’ar skraberien, evel tud lent ha kabluz !

Mar d-eo red monet d’ann emgann, emgann a rinn ’vid ar vro ;
Mar d-eo red mervel, e varvinn ; kuit ha laouen war eunn dro,

M’euz ked aon rog ar bolodou ; na lazint ket ma ene ;
Pa gouezo ma c’horf d’ann douar, ma ene savo d’ann ne,

Arog ! potred vad Breiz-izel! entana ra va c’halon ;
Kreski a ra nerz va diou-vrec’h ; bevet ar relijion !

Bevet ann neb a gar he vro ! bevet mabig ar roue !
Ha ra ielo ar botred c’hlaz da c’hout hag hen zo Doue.


Buhe evit buhe ! tud vad ; laza pe beza lazet !
Red e oa da Zoue mervel evid gonid war ar bed.

Deuz er penn gan-e-omp, Tinteniak, gwir Vreton a holl-viskoaz,
Te pini rog beg ar c’hanol, morse da benn na droaz.

Deut er penn gan-e-omp, tudjentil, goa! roeal demeuz ar vro ;
Ha Doue a vezo meulet gand kement kristen ma zo.

Hag enn divez e teui endro e Breiz al lezen gwirion,
Kouls ha Doue war he oter, hag ar roue war he dron ;

Hag a-neuze traoniou Kerne e teuio glaz adarre,
Hag ar galon a zigoro gant bleun ann ed hag ar gwe.

Neuze, kroaz Jezuz, hor Salver, a zavo splann war ar bed ;
E-c’harz he zreid liliou kaer dru gand goad ar Vretoned.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key bes \major
    \tempo \markup {\italic "Tempo di marcia."}
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    \partial 8*1
    d8 g4 bes8 a4 c8 | bes4 a8 g4 bes8 | \break
    a4 g8 fis g a | g4 d8 g4 bes8 | \break
    a4 c8 bes4 a8 | g4 bes8 a4 g8 | \break
    fis g a g4 g8 | bes4 bes8 bes4 d8 | \break
    c4 bes8 a4 bes8 | c4 bes8 a g bes | \break
    a4 d,8 g4 bes8 | a4 c8 bes4 a8 | \break
    g4 bes8 a4 g8 | fis g a g4. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ar chas a gle -- vann oc’h har -- zal! se --
    tu ar zou -- dar -- ded C’hall! Ar chas a
    gle -- vann oc’h har -- zal! se -- tu ar
    zou -- dar -- ded C’hall! Te -- c’homp kuit tre -- zeg
    ar c’hoa -- jou! ka -- somp a -- rog hor cha --
    tal! Te -- c’homp kuit tre -- zeg ar c’hoa --
    jou! ka -- somp a -- rog hor cha -- tal.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }