Barzhaz Breizh/1867/Eur gentel vad
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ur Gentel Vat.
Klevet, Bretoned, me ho ped,
Ar pez zo nevez erruet ;
Zo erruet da Iann Marek
Parrez Nizon, tro Nedelek,
Troc’ho monted, er mintin-ze,
Tal er maner, oamp, er park ne :
— Iann Marek, pelec’h oc’h-hu bet,
Pa zigoueet ken diveet ?
Pelec’h oc’h-hu bet enn nouz-me,
Da evo sistr dous, enn giz-ze ?
— Tankerru ! bet on enn noz-me,
Lec’h neuz groet Dou ma mad d’i-me. —
Nag unan all a lare d’ean :
— But oc’h-hu un tammik meo, Iann.
— But em euz evet eur podad ;
Tankerru ! hen-nez a oa mad ;
Evel gwin-ar-dan ar gwellon !
Hag en deuz groet vad d’am c’halon ! —
M’oc’h ’ont kuit, a lare Loeiz-kam,
M’oc’h ’ont kuit, Iann baour, iaouank-flamm ! —
Kaer en defa sevel he var,
Stoke e benn gad ann douar.
— Petra rinn ken da jomm ama ?
Me ia da glask un tamm bara. —
Hag e lare, ’benn gad ann hent,
’Vont d’er ger lare tre e zent :
— Ar sistr dous-ze a oa ker mad !
M’em befe evet dek poudad !
— Ne ket digouet ho tad er ger ?
— Ne ket digouet ; oet da Gemper ;
Da Gemper, pe trezek Aljer,
Hen lare ’n defa c’hoant d’ober. —
Pider zun a oa tremenet,
Ne oa ket c’hoaz er ger digouet ;
Oa ket bet er ger Iann Marek ;
Ken a zeuez de Nedelek.
De Nedelek, d’ann aberde,
Teuez d’ann ti potred Sant-Vode.
— Iec’hed-mad d’hoc’h, tud ann ti-ma
Peuz lien da werzo dre-ma ?
— Neuz tamm mui da werzo ama ;
Gwerzet ma bet er blavez-ma. —
Hag he e-mez deuz a Lonch-dall,
Hag he d’er ger enn eur vragal.
Pa oant o vont e-barz er c’hoad :
— Sell ’ta ’touez ann erc’h roudou ’r c’had !
— Roudoù ’r c’had re-ze ne d- int ket ;
Roudou louarn ne larann ket. —
Hag he mont da heul er roudao ;
— Chetu ama eunn tok kouz ’tao !
Hag hen gwenn-kann gad ar reo ;
Tok Iann Marek, a gredann, eo.
— Na tok ho tad he-man, Lorans ?
— Tok ma zad ne ma ket, me chans. —
Hag he d’er c’hoad en-dro ho daou,
Ken defant kaet eur bragou ;
Eur bragou, pelloc’h, kreiz er c’hoad,
Hag hen roget hag out-han goad.
— He vragou, re-man, hag he dok ! —
Ha Loeiz Pilorsi lamme rog.
(Hag eur vran goz o c’hoagat,
E beg eur weenn, e korn ar c’hoad.)
Ha Loeiz da ioual spontet-tre :
— Ma Doue ! chetu ma ame !
Touez an erc’h e oa Iann Marek,
Hag hen kouet eno war e vek ;
He zaou zorn e pleg ar he benn ;
Ar he zaoulagad he vleo gwenn.
Debret e gouf hag he ziou-vron,
Gad er vleizi, rez he galon ;
Nemed he dal n’en doa damant,
Abalamour d’ar vadiant.
Tan oa bet er c’hoad pad ann nouz ;
Enn he gichen he c’hroegik kouz,
Ar he daoulin, enn eur oelo ;
Hag he vugale tro-var-dro.
Bet oant d’he ziwal hed ann nouz :
Ha maer Nizon d’ann antronouz ;
Hag ar c’hleuier kouz d’he gerc’het,
Gad eur gazeg hag eunn arched.
Hag he zigasez d’er vered,
Heb son kleier na belek ’bed,
Heb son kleier na belek ’bed,
Hag heb kroaz na dour benniget ;
Hag hen tolez bar ann toull ien,
He dok gat-han klok war he benn.
Loeiz Gwivar, Loeiz-kam lezanvet
En deveuz ar werz-man savet ;
Savet en deveuz ar werz-man :
Eur gentel vad da bep unan.