Barzhaz Breizh/1846/Stourm ann tregont

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Stourm an Tregont.



XXVI


STOURM ANN TREGONT.


(Ies Kerne.)


I.


Ar miz meurs, gand he vorzoliou,
A zeu da skei war hon noriou ;
Ar gwe a bleg gant glao a-buill ;
Ann doen a strakl gand ar grizil.

Hogen ne ked he vorzoliou
Hebken, a sko war hon noriou ;
N’ed eo ked ar grizil hebken
A lak da strakal ann doen ;

N’ed eo ket hebken ar grizil ;
Ne ked ar glao a zarc’h a-buill ;
Gwasoc’h eged avel ha glao
Ar Zaozon fall ann hini-eo !


II.


— Otrou sant Kado, hor paeron,
Roit-hu d’eomp-ni nerz ha kalon.
Ma c’honeimp, hiriou ann deiz,
War enebourien euz a Vreiz.

Mar deomp-ni d’ar ger war hor c’hiz,
Ni a roi d’hoc’h-hu eur gouriz,
Hag eur jupen aour, hag eur glenv,
Hag eur vaniel c’hlaz liou ann env ;

Ma laro ann dud, o sellet,
Otrou sant Kado benniget :

« Kouls e’r baroz hag enn douar,
Sant Kado n’en deuz ked he bar ! —


III.


— Lavar d’i-me, lavar d’i-me,
Pet zo anhe, va floc’hik-me ?
— Pet zo anhe leverinn d’hec’h :
Unan, daou, tri, pevar, pemp, c’houec’h ;

Pet zo anhe leverinn d’hec’h :
Pet zo anhe, otrou : pemp, c’houec’h,
Seiz, eiz, nao, dek, unnek, daouzek,
Trizek, pevarzek ha pemzek.

Pemzek ! ha lod all c’hoaz war lerc’h :
Unan, daou, tri, pevar, pemp, c’houec’h
Seiz, eiz, nao, dek, unnek, daouzek,
Trizek, pevarzek ha pemzek.

— Mar ’d int tregont kouls evel-d-omp,
Arog ! potred, ha bec’h war-n-omp !
Prim d’ho c’hezek gand ar skoursal !
Na zebfont ken glaz hor segal ! —

Ker buhan a gouee ann toliou
Ha morzoliou war anneoiou ;
Ker koevet a rede ar goad
Hag ar waz goude ar barrat ;

Ha ken didammet ann harnez
Egal pillennou ar paourkez ;
Ha klemm ar varc’heien er c’hloaz,
Ker rust eget mouez ar mor braz.



IV.


Pennbroc’h a lavare neuze
Da Dinteniak, pa dostae ;
— Dall tol ma goaf mad, Tinteniak ;
Daoust hag eo hen eur gorsen wak ?

— Pez a vo gwag, e-berr amzer :
Pouden da benn, va mignon kaer ;
Meur a vran a skrapai enn han
Ha bekai boeden anezhan. —

Oa ked he gomz peurachuet,
Eunn tol morzol d’ean en deuz roet,
Ken a flastraz, ’vel eur melc’honen,
He dok-houarn kerkouls heg he benn.

Ha Kerarreiz, dal’ m’her gwelaz,
A skign he galon a c’hoarzaz :
— Mar chomfent holl, evel heman,
Gonid e rafent ar vro-man. —

— Ped anhe zo maro, floc’h mad ?
— Ne welan tra gand poultr ha goad.
— Ped anhe zo maro, floc’hik ?
— Setu pemp, c’houec’h, seiz, maro-mik. —


V.


Adalek goulouig ann de,
En em gannont bete kreiste ;
Adalek kreiste bete noz,
En em gannont eneb ar Zaoz.

Ha ’nn otrou Robart lavaraz ;
— Sec’hed am euz, ia sec’hed braz !
Ken a droc’haz out-han Ar-C’hoad :
— Mar ’t euz sec’hed, potr ev da c’hoad !


Ha Robart, pa’n deuz he glevet,
Gand ar vez tec’hi en deuz gret,
Ha war ar Zaozon e ma kouet,
Ha pemp anhe en deuz lazet.

— Lavar d’i-me, lavar d’i-me,
Pet zo anhe c’hoaz, va floc’h-me ?
— Otrou, lavaret a rinn d’hec’h :
— Unan, daou, tri, pevar, pemp, c’houec’h.

— Ar re-man a vo losket beo,
Ha kant gwenneg aour a beo,
Kant gwenneg aour-flamm, peb unan,
Abeg da vijou ar vro-man. —


VI.


Kar d’ar Vretoned na vize,
E ker Joslin neb na ioue,
O welet hor re ’tont endrou,
Bleun banal ouz ho zok-houarnou ;

Na vije kar d’ar Vretoned,
Na d’ar zent a Vreiz keneubed,
Neb na veule ket sant Kado,
Paeron brezelourien ar vro ;

Neb n’estlamme, neb na ioue,
Neb na veule, neb na gane :
« Kouls er baroz hag enn douar,
Sant Kado n’en deuz ked he bar ! »


————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo \markup {\italic "Allegro vivace."}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    r4 e8 e16 e | a8 a a b | \break
    \appoggiatura b a4 \appoggiatura a8 gis a16 cis | b8 a gis fis | \break
    \appoggiatura fis e4 e8 e16 e | a8 gis a b | \appoggiatura b16 a4 a8 b16 cis | \break
    b8 a gis fis | \appoggiatura fis e e' e e | b cis cis cis | \break
    b cis cis cis | a a fis gis | a4.\fermata \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ar miz meurs, gand he vor -- zo --
    liou, A zeu da skei war hon no --
    riou; Ar miz meurs, gand he vor -- zo -- liou, A zeu da
    skei war hon no -- riou; Ar gwe a bleg gant glao a --
    buill, Ann doen a strakl gand ar gri -- zil.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }