Barzhaz Breizh/1846/Seizen Eured

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Seizenn Eured.



XXXII


SEIZEN EURED.


(Ies Kerne.)


I.


Antronoz ma oann dimet e oann-me kemennet ;
Da heulia baron Riek oa red d’in-me monet ;
Da heulia ’nn otrou baron ha da dreuzi ar mor,
O klask harpa, mar geller, bar Bretoned-tre-mor.

— Deuz gan-i-me, va floc’hik, war ar mez da vale ;
Me a renk-me kimiada gand ma mestrez fete ;
Me a renk-me kimiada fenoz gand ma mestrez,
Pe ma c’halon a ranno em c’hreiz gand ann enkrez. —

Dre ma tostae ouz ker nemet krena na re ;
Pa eaz tre barz ann ti, he galon a bike.
— Toslait, va otrou ker, ha deut etal ann tan ;
Me ia da oza d’hoc’h-hu brema souden askoan.

— Sal-ho-kraz, va moerep goz, askoan ne c’houlann ket,
Nemet komza ouz ho merc’h, mar bez d’in otreet. —
Ann itron dal ’m’he glevaz, a dennaz he boutou,
Hag a lammaz war ar bank war zoliou he lerou ;

Lammout eure war ar bank war azel ar gwele :
— Dihun, ma merc’h Loida, ha sav euz alese ;
Dihun, ma merc’h, dihun mad, ha sav euz da wele ;
Da gomz ouz da zen-iaouank zo erruet ame. —

Oa ked ar ger achuet, hi a lammaz buhan,
Diflasket he bleo peur-zu war he diou-skoa gwenn-kann :
— Siouaz d’in, va c’haredik, siouaz d’in, Loida,
Me a renk mont war ar mor, me a renk kimiada.


Me a renk mont da vro-Zaoz da heul ost ar baron,
N’euz nemed Doue a oar mar zo keun em c’halon.
— Han Doue ! ma den-iaouank, na eet ket war ann dour !
Ann avel a zo edro hag ar mor zo traitour.

Ma teufe d’hoc’h da vervel, petra ve ac’hanon ?
O kaout kelou ouz-hoc’h rannafe ma c’halon ;
O vonet gand ann ojou diuz ann eil lonch d’e-benn :
— Klevet hoc’h-euz, merdaidi, klevet roud euz ma den ? —

Ar plac’h iaouang a wele ; hen en deuz he freget :
— Tevet, tevet, Loida, ouz in na oelet ket,
Eur zeien a zasinn d’hoc’h demeuz glaz-aleuret,
Eur zeien eured a vouk hag hi rumenluiet. —

Neb a welze ar marc’hek ’nn he gaonze tal ann tan,
He vuia-karet soublik war benn he c’hlin gant han,
Gant hi e kerc’hen he c’houg he divrec’h, o wela,
Heb laret ger, o c’hortoz ann de da gimiada.

Ha pa baraz ar goulou, ar marc’heg a lare :
— Kana a ra ar c’hillok, ma dous, chetu ann de.
— Ne c’hall ! va muia-karet, ne c’hall ! gaou a lavar ;
Nemed al loar woar ar roz, nemed al loar a bar. —

— Sal-ho-kraz, me wel ann heol dre volzennou ann nor ;
Pred eo d’i-me kimiada, pred eo d’in mont war vor. —
Hag hen kuit ; ha tre’ ma ee gregache ar biked :
« Evid ar mor bout traitour, traitouroc’h ar merc’hed. »


II.


Da wel-Iann-dibun-ann-est, ar plac’h a lavare :
— Pell war ar mor e weliz euz beg menez Are,
Pell war ar mor e weliz eul lestr hag hen war var ;
Hini oa war ann aroz hennez hini am c’har.


Gant han eur c’hlenv enn he zorn, hag hen e gwall stourmad ;
Tud varo endro d’ezhan, he roched leun a c’hoad.
Achu eo gand ma den paour ! achu ! e lavare. —
Ha d’ann eginan neve oa dimet adarre.

Ken a oe kaset kelou, kelou mad dre ar vro :
— Achuet eo ar brezel ! deut ar marc’heg endro !
Deut eo endro d’ar maner, hag hen dreo ha divank ;
Mont a ra enn noz genta da ved he blac’h iaouank. -

Dre ma ’tostae ouz ker ’gleve son ar c’houitou,
Luc’ha wele ar maner gand ar goulouennou :
— Eginanerien laouen, ha pa m’oc’h war vale,
Pez a vad e lec’h hoc’h bet ? pe son a glevann-me ?

— Son ar c’houitourien, otrou, o sini daou ha daou ;
« Ema ar zouben dre lez o vont war ann treujaou ; »
Son ar c’houitourien, a-vad, o sini tri a tri :
« Ema ar zouben dre lez o vont tre barz ann ti. » —


III.


Pa oa peorien ann eured ouz ann dol er maner,
Erruaz eunn truant kez o c’houlenn digemer.
— Ha me hallfe kaout boed ha bout digemeret ;
Chetu ann abarde-noz, n’ouzonn pelec’h monet.

— Eleal, paour kez truant, digemer e kefot,
Ha kevret gand ar re all ouz ann dol e koaniot ;
Tostait eta, den mad, ha deut tre barz ann ti,
Va fried kerkent ha me ni ia d’ho servichi.

Benn ar c’henta diaze, hi e deuz goulennet :
— Petra c’hoarv gen-hoc’h, paour kez, ha pa na zanset ket ?

— Netra c’hoarv gen-in, itron, pa na zansann ket-me,
Nemet sabatuet onn gand skuizder o vale. —

Benn ann eilved diaze e c’houlennaz gant han :
— Skuiz em ’oc’h ato, den mad, pa na zanset breman ?
— Skuiz em onn ato, a-vad, pa na zansann, itron,
Skuiz em onn, hag ouspenn-ze tenn eo war ma c’halon. —

Benn ann deirved diaze, enn eur c’hoarzin e-leal,
Hi a lavaraz d’ezhan : deut gan-in da zansal.
— Houn-nez eo d’in eunn inor ha na zelleann ket,
Hogen na inn d’ho tinac’h, na den seven e-bet. —

Ha tra ma oant gand ar bal, war he zu o stoui,
’Grosmolaz e pleg he skouarn, o c’hoarzin-glaz out hi :
— Pale ’ma ar walen aour poa bet digan-i-me,
War dreuzou-dor ar zall-ma, bloa zo, de evid de ? —

Hag hi kroaza he daouarn o sellet tre ma ’nn nec’h :
— Bete vreman, ma Doue, am boa bevet dinec’h !
Me venne bout intanvez ha bez d’in daou bried !
— Gwall vennet, hoc’h-euz, va dous, n’hoc’h euz hini e-bet ! —

Hag hen da denn eur c’hour-glenv deuz didan he jupen,
Ha da skei gand ann itron bete poul he c’herc’hen,
Ken e teuaz da stoui war he daoulin soublik :
— Ma Doue, ’me, ma Doue ! — hag hi da vervel-mik.


IV.


E Daoulaz zo eur Werc’hez e iliz ’nn abatti
Eur zeien glaz-aleuret rumenluiet gat-hi :
Ma ec’h euz c’hoant da c’houzout piou en deuz he gwestlet,
Goul gand ar manac’h nec’het zo a-is hi stouet.


————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo "Allegro"
    \autoBeamOff
    \time 3/4
    \partial 4*1
    d'4 d( cis) b | a r8 a b[ a] | \break
    \time 2/4 gis4 a | \time 3/4 b2 cis4 | d( b) cis | \appoggiatura { cis16[ b] } a2 d4 | \break
    d( cis) b | a r8 a b([ a]) | \time 2/4 gis4 a | \break
    \time 3/4 b2 cis4 | d( b) cis | \appoggiatura { cis8[ b] } a2. | a4 b fis' | \break
    e4. d8([ cis]) b | a2. | a4 b fis' | e2 d8([ cis]) | \break
    b2 d4 | d( cis) b | a r8 a b([ a]) | \break
    \time 2/4 gis4 a | \time 3/4 b2 cis4 | d( b) cis | \appoggiatura { cis8[ b] } a2 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    An -- tro -- noz ma oann di --
    met e oann -- me ke -- men -- net; Da
    heu -- lia ba -- ron Ri -- ek oa
    red d’in -- me mo -- net; Da heu -- lia
    ’nno -- trou ba -- ron ha da dreu -- zi ar
    mor, O klask har -- pa, mar gel --
    ler, bar Bre -- to -- ned -- tre mor.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }