Barzhaz Breizh/1846/Azenorik-c’hlaz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Azenorig C’hlas.
Azenorik-c’hlaz zo dimet,
N’ed eo ked d’he muia-karet ;
Azenorik-c’hlaz zo dimet,
D’he dousik kloarek, n’ed eo ket.
’Zenorik oa tal ar feunten,
Ha gant-hi eur vrouz sei melen ;
War lez ar feunten, hi eunan,
O pakat eno bleun balan,
Da ober eur boukedik koant,
Eur bouked da gloarek Mezlean.
But e oa hi tal ar feunten,
Pa dremenaz ’nn otrou Iouen,
’Nn otrou Iouen, war he varc’h glaz,
Kerkent, enn eur redaden vraz ;
Kerkent, enn eur redaden vraz,
Hag out-hi dam-zellet a reaz :
— Hou-man a vezo va fried,
Pe n’am bo, ’vit gwir, groeg e-bed ! —
Kloarek Mezlean a lavare
Da dud he vaner, enn de oe :
— Pelec’h euz eur c’hemengader,
Ma skrifenn d’am dous eul lizer ?
— Kemengaderien vo kavet,
Hogen e vint re ziveed.
— Va matezik, d’in leveret,
Na petra zo ama skrivet ?
— Azenor, me na ouzonn ket,
Biskoaz e skol ne onn-me bet ;
Azenor, me na ouzonn ket,
Digoret-han, hag e welfet. —
Pe oa laket war hi barlen,
’Zenorik a zeuaz d’he lenn.
Ne oa ked evid he lenn mad,
Gand daelou euz he daoulagad.
— Ma lavar gwir al lizer-man,
Ma-hen tost da vervel breman ! —
Ne oa ked he c’homz peurlaret,
Pe d’al leur-zi oa diskennet.
— Petra neve zo enn ti-man,
Pa welann ’nn daou ver ouz ann tan ?
Pa welann ’nn daou ver ouz ann tan,
’Nn hini braz ha ’nn hini bihan ?
Petra neve zo enn ti-man,
Pa erru sonerien aman ?
Pa erru sonerien aman,
Ha pachigou a Germorvan.
— Enn ti-man n’euz netra henoaz,
Nemed ho eured zo arc’hoaz.
— Mar ’d eo benn-arc’hoaz ma eured,
Mont a rinn a-bred da gousket,
Hag ac’hano ne zavinn ket,
Ken da lienna vinn savet. —
Tronoz beure pa zihunaz,
He matezik-gambr erruaz ;
He matezik-gambr erruaz,
Hag er prenestr en em lakaz :
— Me wel ann hent, ha poultr enn han,
Gant kalz ronsed o tont aman :
Ann otrou Iouen ’penn-kentan,
Ra vo torret he c’houg gant-han !
D’he heul, ha flec’h ha marc’heien
Ha kalz tudjentil hed ann hent.
Ha dindan-han ’nn inkane gwenn,
Eur stern aouret war he gerc’hen ;
Eur stern alaouret penn-da benn,
Eunn dipr voulouz ru war he gein.
— Malloz d’ann heur e teu aman !
D’am zad, d’am mamm, ar re gentan !
Difennet d’ann dud iaouank
Da heulia, er bed-man, ho c’hoant. —
Azenorik-c’hlaz a wele
O vont d’ann iliz ann de-se.
Azenorig a c’houlenne,
A-biou Mezlean pa dremene :
— Va fried, mar plij gen-hoc’h-hui,
Me iel’ eunn tammik tre enn ti.
— Evit fe-te na iefec’h ket ;
Arc’hoaz e iefec’h, mar keret. —
Azenorik dru a wele,
Ne gave den he frealze ;
Ne gave den he frealze,
’Med he matezig, hi a re :
— Tevet, itron, na oelet ket,
Gand Doue e viot peet. —
Azenorik c’hlaz a wele
E-tal ann oter, da greiz-te ;
Adal ’nn oter bet ’ann or zal,
Oa klevet he c’halon strakal.
— Tostait, ma merc’h, em c’hichen,
Lakfenn war ho pez ar walen.
— Poan zo gan-in tostat aman,
Pa n’am euz ann hini garann.
— Azenorik, pec’hi a ret,
Eunn den a-feson hoc’h euz bet ;
Perc’hen enn arc’hant hag enn aour,
Ha kloarek Mezlean a zo paour.
— Pa vinn gant han o klask ma boed,
Ze na ra tra da zen e-bed ! —
Azenorig a c’houlennaz
E Kermorvan pa zigoueaz :
— Va mamm-gaer, d’in-me leveret,
Pelec’h e ma va gwele gret.
— Bout ma tal kambr ar marc’hek-du ;
Me ia d’hen diskouez d’hoc’h doustu. —
War he daou-lin n’em strinkaz krenn,
Dispafalet he bleo melen ;
War ann douar, gant gwir enkrez :
— Ma Doue ! ped ouz-in truez ! —
— Va mamm itron, ha me ho ped,
Pelec’h e ma oet ma fried.
— Er gambr d’ann nec’h e ma kousket ;
Eet-hu di hag he frealzet. —
Pa zeuaz tre’ kambr he hini :
— Eur-vad d’hoc’h, intanv, eme-hi.
— Itron Varia hag ann Drinded !
Evid intanv am c’hemeret ?
— ’Vid intanv n’ho kemerann ket,
Hogen e berrig e viet,
Chetu aman broz ma eured,
A dal, a gredann, tregont skoed ;
Hou-man vo d’ar vatez vihan,
E deuz bet gan-in kalzik poan,
A zouge lizeriou kollet…
A Vezlean d’hon zi, va fried.
Chetu eur vantel neve flamm
Zo bet brodet d’in gand va mamm ;
Hou-man vo roet d’ar veleien,
Da bedi Doue ’vid-on-men.
’Vit va c’hroaz ha va chapeled,
Ar re-ze vo d’hoc’h, ma fried ;
Miret-he mad, ha me ho ped,
Ma zalc’hfec’h sonj euz ho eured. —
— Petra zo digouet er ger-me,
Pa zon ar c’hloc’h war he goste ?
— Azenor mervel e deuz gret,
He fenn war barlen he fried. —
Maner Henan, war eunn dol grenn,
E ma bet skrivet ar werz-men ;
Maner Henan, ’tal Pond-Aven,
Da vut kanet da virviken.
Barz ann otrou kouz he zavaz,
Hag eunn demezel he skrivaz.