Barzhaz Breizh/1846/Ann alarc’h

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Alarc’h.



XXXI


ANN ALARC’H.


(Ies Kerne.)


Eunn alarc’h, eunn alarc’h tre-mor,
War lein tour moal kastel Armor !

Dinn, dinn, daon ! dann emgann ! dann emgann !
Oh ! dinn, dinn, daon ! d’ann emgann a eann !

Neventi vad d’ar Vretoned !
Ha malloz-ru d’ar C’hallaoued !
Dinn, dinn, daon ! d’ann emgann ! d’ann emgann ! etc.

Erru eul lestr, e pleg ar mor,
He weliou gwenn gant han digor ;

Digouet ann otrou Iann endro,
Digouet eo da ziwall he vro ;

D’hon diwall doc’h ar C’hallaoued,
A vac’hom war ar Vretoned.

Ken a losker eur iouaden,
A ra d’ann od eur grenaden ;

Ken a zon ar meneiou Laz ;
Ha froen ha drid ar gazek c’hlaz ;

Ken a gan laouen ar c’hleier,
Kant leo tro-war-dro, e peb ker.

Deut eo ann heol, deut eo ann han ;
Deut eo endro ann otrou Iann !


Ann otrou Iann a zo potr mad ;
Ker prim he droad hag he lagad.

Lez eur Vreizadez a zunoz
Eul lez ken iarc’h evel gwin koz.

Luc’h a dol he c’hoaf pa ’n horell,
Ken a vrumenn ann neb a zell.

Pa c’hoari klenv, ker kre e zarc’h,
Ken a zaou-hanter den ha marc’h. —

— Darc’h ato, dalc’h mad, otrou duk,
Dao war ’nhe ! ai-ta ! bug-he ! bug !

Neb a drouc’h ’vel a drouc’hez-te,
N’en deuz otrou nemed Doue !

Dalc’homp, Bretoned, dalc’homp mad !
Arzao na true ! goad oc’h goad !

Iron Varia Breiz, skoaz da vro !
Fest erbedenner, fest a vo !

Dare’ ar foen ; piou a falc’ho ?
Dare’ ann ed ; piou a vedo.

Ar foen, ann ed, piou ho falc’ho ?
Ar roue gav gant-ha’ raio.

Dont a rai a-benn eur gaouad,
Gand eur falc’h arc’hant da falc’hat ;

Gand eur falc’h arc’hant er bro-ni,
Ha gand eur fals aour da vedi.

Mar plije gand ar C’hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned ?

Mar plije gand ’nn otrou roue
Daoust hag hen eo den pe Zoue ?


Skrigna ra bleizi Breiz-izel,
O klevet embann ar brezel,

O klevet ar iou, a iudont :
Gand c’houez ar C’hallaoued a reont.

Enn henchou, e-berr a welour
O redeg ar goad evel dour,

Ken iei ru-glaou brusk ann houidi,
Hag ar wazi gwenn o neui.

Muioc’h a dammou goaf, e sklent,
Eged skoultrou goude barr-went ;

Ha muioc’h c’hoaz a benn-maro,
Eged e karneliou ar vro.

Potred Gall, elec’h m’a koueint,
Beteg deiz ar varn a c’hourvint ;

Beteg deiz ar varn hag ar fustl,
Gand ann Trubard a ren ar rustl.

Ann deveradur euz ar gwe,
Rai dour benniget war ho be !

Dinn, dinn, daon ! d’ann emgann, d’ann emgann !
Oh ! dinn, dinn, daon ! d’ann emgann a eann !


————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {\italic "Tempo di marcia."}
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 8*1
    e8 a b c r | a4 gis8 gis | \break
    \time 2/8 a8 e | \time 2/4 a8 b c r | a4 gis8 gis | \break
    \time 2/8 a8 c | \time 2/4 c8 d e8. e16 | d8. c16 c4( | b2) | \break
    a8 b c b16 a | a8 gis16 gis a8 r | \break
    e4_\fermata r | a8 b c b16 a | a8 gis a4_\fermata \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Eunn a -- larc’h, eunn a -- larc’h tre --
    mor, Eunn a -- larc’h, eunn a -- larc’h tre --
    mor, War lein tour moal kas -- tel Ar -- vor!
    Dinn, dinn, daon! d’ann em -- gann! dann em -- gann!
    Oh! dinn, dinn, daon! d’ann em -- gann a eann!
  }
  \layout { line-width = #125 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }