Barzhaz Breizh/1846/Kroaz ann hent
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kroaz an Hent.
Einig a gan er c’hoad huel,
Ha melenig he ziou askel ;
He galonik ru, he benn glaz ;
Einig a war beg ar ween vraz.
Abredik mad eo diskennet
War lezen treuzou hon oaled,
Keit ha ma oann gant ma fater :
— Einik mad, petra a glasker ? —
Kemend a c’heriou neuz laret,
M’ez euz rozennou er boched :
— Kemeret eunn dous, va mignon,
A lakai laouen ho kalon. —
Gwelet em euz tal kroaz ann hent,
Dilun, eur plac’h evel ar zent ;
Me iei disul d’ann oferen,
Hag he gwelinn war ann dachen.
Ma he daou-lagad enn he fenn
Skleroc’h eged dour er weren,
Hag he dentigou net ha gwenn,
Zo kaeroc’h eget perlezen.
He daou-zorn hag he diou-chod ru,
Gwennoc’h eged lez er pod du ;
Ia ! mar he gwelfec’h, va mignon,
Laouen a zeufe ho kalon.
P’am befe kemend a vil skoed,
Hag en deuz markiz Pontkalek ;
Ha p’am befe eur vein-gleuz aour,
Ma n’em euz ar plac’h me zo paour.
Na pa zafje war dreuz hon nour,
E-lec’h raden glaz, bleuniou aour ;
Na pa zafjent leiz ma liorz,
Ma m’em euz ma dous, ne rann fors.
Kement tra deuz he lezen red ;
Ann dour deuz ar feunten a red,
Ann dour ia d’ann traon, d’ann izel,
Ann tan d’ann nenv ha d’ann huel ;
Ar goulm a c’houl eunn neizik klouz,
Ar c’horf maro a c’houl eur fouz,
Hag ann ene ar baradouz.
Ha me ho kalonik, va dous.
Me a ielo peb lun vintin,
Da groaz ann hent, war ma daoulin ;
Me a ielo d’ar groaz neve,
Abalamour d’am c’harante.
![\version "2.18.2"
global = {
\key g \major
\tempo \markup {\italic Allegro.}
\override Rest #'style = #'classical
\autoBeamOff
\time 2/4
\partial 8*1
}
melody = \relative c'{
\global
b'8 g a b c | d4 d8([ c]) | \break
a4. b8 | g a b c | b4 b8([ c]) | a4. d,8 | \break
g a b c | d e d4~ | d4. d8 | \break
d c a d | d([ c]) a([ b]) | g4. \bar "|."
}
rightOne = \relative c' {
\global
\stemUp
<d b'>8 <b g'>[ <d a'> <g b> <a c>] | <b d>4 <a c> |
<fis a> r8 <d b'> | <b g'>[ <d a'> <g b> <a c>] | <b d>4 <a c> | <fis a> r8 d |
g[ a] b[ c] | d[ e] d4^~ | d8.[ b16] d8 r |
<c,~ fis~ a~>2 | <c fis a>4 <c d a'> | <b d g>4.
}
rightTwo = \relative c' {
\global
\stemDown
s8 s2 *6 |
r4 g'_~ | g g_~ | g4.
}
left = \relative c {
\global
r8 <g g'>4 r | g' c |
d r | <g,, g'> r | g' c | d r |
b8[ fis] g[ a] | b[ c] b4~ | b8.[ g16] b8 r |
<d,,~ d'~>2 | <d d'> | <g g'>4.
}
leadSheetPart = \new Staff \with {
instrumentName = \markup {\tiny "KAN."}
} { \melody }
\addlyrics {
Ei -- nig a gan er c’hoad hu --
el, Ha me -- le -- nig he ziou as -- kel, He
ga -- lo -- nik ru he benn glaz; Ei --
nig a gan war ar ween vraz.
}
pianoPart = \new PianoStaff \with {
instrumentName = \markup {\tiny "PIANO."}
} <<
\new Staff = "right" \with {
midiInstrument = "acoustic grand"
} << \rightOne \rightTwo >>
\new Staff = "left" \with {
midiInstrument = "acoustic grand"
} { \clef bass \left }
>>
\score {
<<
\leadSheetPart
\pianoPart
>>
\layout { line-width = #123 }
\midi {
\context {
\Score
tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
}
}
}
\header { tagline = ##f }](http://upload.wikimedia.org/score/a/p/ap3eap8s9m1olxxfu9rypbg657yux8m/ap3eap8s.png)