Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1846/Ann drouk-rans

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Droukrañs.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 388-390)



XVI


ANN DROUK-RANS.


(Ies Leon.)


ANN DEN IAOUANK.


Ma oufenn-me skriva ha lenn, evel a ouzounn rimel,
Me a refe eur zon nevez, eur zon, ha n’e vinn ket pell !

Me wel erru, va mestrezik, dont a ra trezek hon ti ;
Mar gellann-me kaout ann tu, me a brezego out-hi.

— Drouklivet, va mestrezik koant, drouklivet-braz ho kavann,
Aboe m’ho kweliz er pardon, e miz even divezan.


AR PLAC’H.


— Ha pa venn-me ’ta, den iaouang, ha pa venn-me drouklivet !
Ann derzien vraz zo bet gan-in, abaoe pardon Folgoet.


ANN DEN IAOUANK.


— Deuit-c’houi gan-in, va mestrez, deuit tre el liorz gan-in,
Me ziskei d’e-hoc’h eur rozen eno touez all louzou fin ;

Ker ge ha ker brao oa eno, hag hi savet war ar bod !
Diriao-beure pa he c’haviz oe ker ru ’vel ho tiouchod.

D’e-hoc’h e liviriz serra mad tor ho kaloun, va mestrez,
Na vize eat ann dud e-barz, ’touez al louzou hag ar frez ;


Ha n’ec’h euz ket sentet ouz-in, ec’h euz hi laosket digor,
Setu gwenvet ar rozen gwez, kollet ho kened gan-e-hoc’h.

Ar garantez hag ar rozen braoa bleuniou ar bed-man ;
Bleunvi a reont ha koenvi ann eil hag eben buhan.

Amzer omp bet o ’n em garout n’e deuz ket padet gwallbell ;
Tremen e deuz great, plac’h iaouang, evel eur barrad avel.


————