Barzhaz Breizh/1846/Gwaz Aotrou Gwesklen

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gwaz Aotrou Gwesklen.



XXX


GWAZ AOTROU GWESKLEN.


(Ies Leon.)


I.


Eur c’hastel braz ez euz, e kreizik koado Mal ;
Ha dour doun tro-war-dro, ha ’peb korn eunn toural :

Hag er porzlec’h eur puns hag hen leun a eskern,
Hag hueloc’h-huel bemnoz a gresk ar bern.

Ha war sparl ar puns-ze ar vrini a ziskenn,
Hag ho boed a glaskont, o voakat laouen.

Pont ar ger a gouez eaz, hag a zav easoch c’hoaz ;
Piou-bennag eza tre na zeu ket mui e-meaz.


II.


Chentilla marc’heger dre zouar a Zaozon,
Eur baleer iaouang hanvet Iann Pontorson.

War ar pardez d’ann noz pa’z ee e-biou ar ger,
Digand ar penn-gedour e c’houlaz digemer.

— Diskennet, marc’heger, diskennet deut enn ti,
Ha likit ho marc’h gial e-barz ar marchosi :

Hag heiz ha foen he walc’h a gavo da zibri,
Keit ha ma viot ouz taol o koania gan-e-omp-ni. —

Ha tre ma voa ouz taol o koania gand ann dud,
Na leverzont mui ger, evel pa vizent mud.

Nemed d’eur plac’h iaouang : — it d’al lae, Biganna,
Da zevel ar gwele d’ann aotro marc’hek-ma. —

Hag evel ma oe pred da vonet da gousket,
Ar marc’heger iaouank da gousket e ma eet.


Ann aotro Pontorson enn he gambr a gane,
Gand he gorn olifant war bankig he wele.

— Biganna, va c’hoar dek, livirit eunn dra d’in :
Perag huanadet eun eur zellet ouz-in ?

— Ma oufec’h, aotro kez ; ma vefec’h lec’h onn-me,
C’houi a zellfe ouz-in hag huanadefe ;

C’houi huanadefe, hag ho pefe true :
Eur c’hour-gleze a zo dindan penn ho kwele ;

N’ed eo ket seac’h ar goad diouc’h boa laz ann tride :
Allaz ! aotro marc’hek, c’houi vo ar pevave !

Hoc’h arc’hant hag hoc’h aour, hoc’h armo, hoc’h holl draou,
Nemet ho marc’h fergan, zo dindan ann alveou. —

Hag hen ruza he zourn dindan ar penn-welead,
Ha sacha ’r c’hour-gleze hag hen ruz gand ar goad.

— Biganna, va c’hoar gez, salv d’in-me va buhe,
Ha m’az grai pinvidig a bemp kant skoet leve.

— Ho trugarez ! aotro ; nemed d’in leveret :
Hag hen ’m oc’h dimezet ? hag hen ne m’oc’h-hu-ket ?

— Ho saouzani ’neb giz, Biganna, ne fell ket ;
Tremenet pemzek deiz aboue ’m’onn dimezet.

Hogen tri breur am euz hag he koulsoc’h ha me ;
Mar plije d’ ho kalon dibab etre re-ze ?

— D’am c’halon na blij den, na kennebeud arc’hant,
Na blij tra d’am c’halon, nemed hoc’h, aotrou koant ;

Deut-hu gan-in araog ; na zalc’ho pont ar ger ;
Ar gedour na zalc’ho, dre ’ma d’in breur-mager. —

Ann aotrou lavare pa ’z ee’mez ar porz :
— Deut-hu gan-in, ma c’hoar, war lost ma marc’h-emporz ;


Na deump-ni da Wengamp da gaout ma aotrou-me,
Da c’houzout hag hen voa gwir d’in koll va buhe.

Deomp da glask da Wengamp ma aotro-reiz Gwesklen,
Ma teuio da lakat seziz war Bestien. —


III.


— Gwengampiz, iec’hed d’hoc’h ; iec’hed gand azaoue,
Nag ann aotro Gwesklen peleac’h ’ma, han Doue !

— Mar ’d e ’nn aotro Gwesklen, marc’heger, a glaskot,
E sall ar varoned enn tour-plad he gefot. —

Iann euz a Bontorson pa eaz tre er zall,
Bet’ ann aotro Gwesklen a eaz diraktal :

— Grasou Doue, aotrou, skoazel Doue gan-e-hoc’h !
Hag ho skoazel gand neb a zo gwaz gwirion d’hoc’h.

— Grasou Doue gan-e-hoc’h, pa brezeget e-leal ;
Ann neb hen skoaz Doue a renk skoaza re all ;

Na pez’ ezom gan-e-hoc’h ? distaget ar ger krenn.
— Ezom ann neb a zeui abenn euz Pestien ;

Enn han zo paotred Zaoz, hag a wask tud ar vro,
Hag a laka trubuil ouspenn seiz leo war dro ;

Ha kement den ia tre e lazont heb true ;
Paneved ar plac’h-ma me oa lazet ive,

Me oa lazet ive evel meur a hini ;
M’ ar c’hour-gleze gan-in, hag hen ru, sellet-hui ! —

Gwesklen euz lavaret : m’entoue sent a Vreiz !
Tra vezo beo eur Soz na vezo peoc’h na reiz !


Ra sternet-c’hui va marc’h, ha va sterner timad :
M’az aimp d’ezhi raktal, da c’hout hag hen hell pad ! —


IV.


Pennarger ’c’houlenne demeuz beg ar c’hrenal
Gand ann aotro Gwesklen, ’nn eur digarez farsal :

— Daoust hag hen ’m oc’h-hu deut aman d’eunn abadenn,
Ha-pa ’m oc’h-hu sternet, hag ho tud, evelhenn ?

— D’eunn abadenn omp deut, aotro ar Zaoz, heb gao,
Ne ked da gorolli, da zon ann hini eo ;

Da zon eur goroll d’e-hoc’h ha n’achuo abred ;
Kerkent ha ma vimp skuiz, arnodo ann diaouled. —

Abenn ar c’hentan stok ar voger zo pilet,
Ha tre-beteg ann doun ar ger e deuz krenet ;

Abenn ann eilved stok, dismantret teir zoural,
Ha lazet daou c’hant den ha mui pegement all ;

Abenn ann deirved stok, zo pilet ar perzier,
Hag ar Vretoned tre, ha kemeret ar ger.

Diskarret eo ar ger ; ann douar marret mad ;
Ha kanan ra ann den zo eno oc’h arat :

« Iann ar Zaoz, evit-han da veza ganaz fall,
Na c’houezo war Vreiz tra vezo kerrek Mal ! »


————