Barzhaz Breizh/1846/Fillorez ann Aotrou Gwesklen

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Filhorez an Aotrou Gwesklen.



XXIX


FILLOREZ ANN AOTROU GWESKLEN.


(Ies Treger.)


I.


Ann heol a bar, ann deiz a darz,
Gliz a luc’h war spern-gwenn ar c’harz ;

Garz huel Traongof ar ger vraz,
Elec’h zo Saozon o ren c’hoaz.

Gliz a luc’h war vleun ar spernen ;
Ann heol, pa wel, a guz he benn.

Gliz ann nenv n’ed eo ked, a-vad :
N’ed eo ken nemet gliz ar goad ;

Goad glan skuillet gand Rogerson,
Gwasan mab saoz a zo enn traon.


II.


— Mac’haridik, va merc’hik koant,
C’hui zo buhan, ha c’houi zo drant,

C’hui zavo warc’hoaz beure-mad,
Da gas lez d’ann dud zo’ varat.

— Va mammik mad, ma am c’haret,
D’ar varadek n’am c’haset ket,

N’am c’haset ked d’ar varadek :
C’hui lakai ann dud da zroug-preek.


Laket da vont va c’hoar hena,
Pe va c’hoar vihan Franseza ;

Va mammik mad, ha me ho ped !
Gand Rogerson em onn spiet.

— Be spiet gand neb a garo,
C’hui zo pedet : c’hui a ielo ;

Sevel a reot kent hag ann de :
Ann otrou vo enn he wele. —


III.


Mac’haridig a lavare
D’he zad ha d’he mamm, er beure ;

Enn he foudad lez pa groge,
Mac’haridig a lavare :

— Kenavo, mamm, kenavo, tad,
N’ho kwelo mui va daou-lagad ;

Kenavo d’hoch va c’hoar hena,
Ha d’hoch va c’hoarik Franseza. —

Hogen, pa oa ar plac’hik mad
O vont d’ar park e-biou ar c’hoat,

Mistr ha mibin ha diarc’henn,
Gand he foudad lez war he fenn ;

Rogerson, deuz tour ar c’hastel,
Hi gwelaz o tont euz a bell :

— Dihun, va floc’h, ha sav timad,
Ma iemp-ni da hersal eur c’had,

Da hersal eur c’hadik penn-gwenn,
Gand eur podad lez war he fenn. —



IV.


Pa ee ar plac’h e-biou ann doz,
Oa ann otro oc’h he gortoz.

Oc’h he gortoz e-tal ar pont,
Ken a lammaz-hi gand ar spont,

Gand ar spont p’e deuz hen gwelet,
Hag he fodad lez oa skuillet.

Ar plac’hik paour, dal’ ma welaz,
Da oela dru en em lakaz :

— Tevet, ma c’hoar, na oelet ket,
Eur poudad all a vo roet ;

Tostait, ha deomp-ni da leinan,
Keid ha ma vezor d’he ozan.

— Otro kaer, ho trugarekat,
Leinet am euz, ha leinet mad.

— Na deut-hu neuze d’ar jardin,
Deut-hu da gutuill louzou-fin ;

Deut da gutuill eur garlantez,
Da lakat war ho poudad lez.

— Na zougann ked a voukedo,
Evid ar bloaz am euz kanvo.

— Deut-hu neuze d’al liorzaou,
Deut da zibri sivi ru-glaou.

Da zibri sivi na inn ket ;
Dindan ann dellio zo aered.

Me glev ar iou er varadek ;
Hi a lavar onn lezirek.


Hi a c’houl pelec’h onn chomet
Gand va fodadik lez kaoulet.

— Bremaik c’houi a ielo ’mez ;
Pa vo pare ho poudad lez.

Mac’haridig, ’m eer war he lerc’h ;
Deomp-ni da welet d’al lez-lec’h. —

Tre’barz ar c’hastel pa int eet,
Ar plac’hig e deuz dridalet.

Ar plac’hik paour ker gwenn hag erc’h.
Pa frammaz ann nor war he lerc’h

— Va c’haredik, na spontet ket,
Me na rinn d’hoch-hu gaou e-bet.

— Ma na gofiet ked ober gaou,
Perag a zeut-hu da zench liou.

— Ma na da zench liou eo a eann,
Gand riou ar beure eo a rann.

— Gand ar riou, otro, n’edeo ket,
Gand ar gwall-ioul eo a c’hlazet.

— Sarret ho pek, plac’hik diod !
Deut er frouez-kel da zibab lod. —

Trebarz ar frouez-kel pa int eet,
Eunn aval e deuz dibabet :

— Otro Rojerson, me ho ped,
Eur gontel d’i-me a refet ;

Eur gontel a refet d’i-men,
Evit rac’han ma avalen.

— Mar d-eo eur gontel a c’houlet,
It d’ar gegin hag e kefet,


War ann dol zero eo laket ;
’Vid ar beure ’ma blerimet. —

Mac’haridig a lavare
D’ar c’heginour koz, pa eez tre :

— Plijet gen-hoc’h, keginour kez ;
D’am lakat kuit, d’am lakat ’mez !

— Allaz ! ma merc’h, ne hallann ket,
Pont ar c’hastel a zo savet !

— Ma c’houfe ar penn-grec’h-leon
E m’onn dalc’het gand Rojerson ;

Ma ouife va zad-paeron mad,
Hen lakafe da redeg goad. —


V.


Ha Rojerson a c’houlenne
Gand he floc’h, eur pennad goude :

— Pelec’h e chom Marc’harit ’ta,
Pa na zeu ked endro ama ?

— Er gegin e oa, n’euz ket pell,
Enn he dornik gwenn eur gontel ;

Hag hi a gomze evelse :
« Petra rinn, Jezus, ma Doue ?

« Ma Doue, d’in-me leveret,
« Pe am lazinn, pe na rinn ket ?

« Enn abek d’hoc’h, gwerc’hez Vari
« Me a varvo gwerc’hez, heb si.

Ma hi breman war he geno,
Goad dindan hi a boulado ;


Ar gontel vraz enn he c’halon,
Hag o c’hervel he zad-paeron :

— Ann otro Gwesklen, va faeron,
Hennez a dero evid-on ! —

— Va floc’hik mad, na lavar ger ;
Deuz d’he drailla d’in ’nn eur paner,

Ha me ielo d’he c’has d’ar ster,
Warc’hoaz da gan ann alc’houider. —

Endistro demeuz ann dour-red,
He zad-paeron en deuz kavet,

Kavet neuz ann otro Gwesklen,
Hag hen ker glaz evel trichen.

— Rojerson d’in-me leveret,
Gand ho paner pelec’h oc’h bet ?

— Bez ’onn bet tu-ma trem ’ar ster,
Da veui eunn nebeut kisier.

— N’ed eo ked da veui kisier,
E ma ar goad deuz ho paner !

Otro ar Zoz, d’in leveret,
Mac’haridig euz ket gwelet ?

— Mac’harid n’am euz ket gwelet
Abaoue pardon ar C’heoded.

— Gaou a leverez, traitour,
Rag t’ec’h euz hi lazet, neihour !

Dizenor d’ann noblanz a rez,
Kerkouls ha d’ar varc’hegaez. —

Rojerson, pa ’n deuz hen klevet,
He gleze en deuz diwennet.


— Bremaig e weli, me chanz,
Mar rann dizenor d’ann noblanz ;

Bremaik, gwaz, e weli ez
Mar ’m onn kuit a varc’hegaez.

Hore ! hore ! kuit a druez !
En em ward-te ! mar ’m oud dibrez !

— Dibrez onn bet, ha dibrez onn
Da c’hoari gant tud a galon ;

C’hoari a rinn hag em euz gret,
Na rann gand lazerien merc’hed ;

E pelec’h bennag m’ ho c’havann,
Evel koun holl ho dispennann. —

Kerkent evel m’en deuz laret,
He gleze braz neuz gorroet ;

Ha war benn ar Saoz en deuz skoet,
Ha daou hanter out-han ’n deuz gret.


VI.


Rojerson a zo bet lazet :
Kastel Traongof zo dismantret ;

Dismantret eo ker ar mac’her ;
Da rei d’ar Zaozon evit skouer ;

Da rei evit skouer d’ar Zozon,
Evit kelou mad d’ar Vreton !


————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup {\italic "Allegro ma non troppo."}
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    f8 c' c bes16([ a]) | bes8 c d4 | c2 | \break
    g8 c c bes16([ a]) | g8 a bes([ g]) | \appoggiatura g16 f2 | \break
    a8 c c bes16([ a]) | g8 a bes16([ a8.]) | \appoggiatura g16 f2 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ann heol a bar, ann deiz a darz;
    Gliz a luc’h war spern -- gwenn ar c’harz,
    Gliz a luc’h war spern -- gwenn ar c’harz.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }