Mont d’an endalc’had

Avanturiou an aotrou Skrabelaou/E veach dre Vreiz-Izel

Eus Wikimammenn



II. E veach dre Vreiz-Izel


Eun devez, euz ar mintin kerkent ha div heur, Skrabelaou a gemeraz ar pez vrasa euz e billou, a lakeaz anezo laou hag all en eur zac’h, a guzaz e villejou hag e aour etouez, ha, goude beza laket an alc’houez dindan an nor, ec’h en em lakeaz en hent. Kemer a reaz hent Gwengamp, gwisket evel eur paour o klask an aluzen. Bemdez pa deue an noz, e c’houlenne loja en tiegeziou war ar meaz, ha bemdez e kouske etouez ar plouz er c’hreier, emesk an anevaled.

Demdost da eur miz e oa bet o tont euz Lamball d’ar c’hastell-Nevez. Antronoz vintin e valeaz adarre eur pennadik, hag e tigouezaz en eur bourkik vrao war ribl ar ster vraz a ia euz an Naoned da Vrest, e Lotheï.

Digouezout a reaz abred e ti eur bouteger anavezet er vro dindan an hano a Laou Gam. He-ma hag e wreg a veve braoïk o daou gant o micher. Laou a-hed an deiz a ree boutegou, ha Kato a iee da Bleibenn, d’ar C’hastellinn ha d’ar C’hastell-Nevez da werza ar marc’hadourez.

Skrabelaou a welaz e oa eno eul lec’h brao, didrouz evit beva. Goulen a reaz ha kaout a c’hellfe eun tiik bennag, marc’had mad wardro eno, evit dont da chom ebarz.

— Fei vad ! a lavaraz Kato, m’o peuz c’hoant da gaout eun ti marc’had mad, me c’hell rei d’eoc’h ar c’hraou a zo stag ouz va zi. Gwechall e talc’hemp eur vioc’h hag eun danvad pe daou, mez breman omp deut da veza re gabac’h, n’omp mui goest da viret outo da vont da laërez, hag hon euz, daou viz zo, gwerzet hon anevaled, ha setu ar c’hraou goullo. Mar d’eo mad ar c’hraou d’eoc’h evit tregont lur ar bla, kemerit-hen. »

— Nan : ugent lur ar bla e roin d’eoc’h, na muioc’h na neubeutoc’h. »

— Allo ! tregont lur, ha me roio ar gwele koz a zo aman e traon an ti d’eoc’h c’hoaz gant an dillad zo ebarz. »

— Great an taol !

Skrabelaou evid an nozvez-ze, a gouskaz en e wele nevez e {{Reizh[traou|traon}} ti ar bouteger, hag antronoz vintin, pa oe skubet brao ar c’hraou, tennet ar gweleou kevnid divardro an treustou, e oe laket ar gwele kloz er c’hraou.

Pa oe mestr Skrabelaou en e di, ec’h en em lakeaz raktal da guzat e denzor. Evit-se e reaz gant e gontell eun toull doun en douar dindan e wele, hag e lakeaz unan euz e rochedou da c’holo e villejou hag e beziou aour, hag e taolaz warno an douar tennet ganthan deuz al leur zi.

Breman e welfomp Skrabelaou epad dek vloaz o veva diwar an aluzen. Er foariou tro-war-dro e welimp anezan oc’h asten e zourn droug livet gant ar vizer, an astu.

Evelkent, d’an oad a hanter kant vla, e oa bet red d’ezan dihan da vont d’ar foariou, d’ar marc’hajou da glask an aluzen. Ar remm a gouezaz en e ziwesker, hag e oa bet red d’ezan chom en e di plouz e Lothëi. Tenna reaz neuze deuz an douar e ialc’had, hag e kuzaz e denzor dindan ar plouz en e wele.