Mont d’an endalc’had

Avanturiou an aotrou Skrabelaou/Kenta pennad

Eus Wikimammenn


    1. Titl ##


Aventuriou

an Aotrou Skrabelaou

GANT
Loeiz AR FLOC’H
————
    1. 1 ##
I. — Kenta pennad


Kant vla zo, pe wardro, e oa o chom demdost da gëar Lamball, en eur maner euz ar re gaëra, an aotrou Kerscabel hag e itron. An aotrou, goude beza bet ofiser brudet braz, goude beza bet unan euz pennou braz an Dispac’h, pe Revolusion, er blaveziou 1780-1793, a deuaz da chom da gëar Lamball.

Er blavez 1810 e varvaz, hag e itron daou vla goude, hen heuliaz er bez.

Holl madou an daou goz a gouezaz neuze war benn eur verc’h, Loiza, hag eur mab Armel. Pa oe rannet ar madou, e teue da bep hini euz an daou ma, wardro kant mil lur arc’hant.

Loiza er blavez 1800, a zimezaz d’an oad a zeitek vla d’eun ijiner braz euz Raozon,d’an aotrou Robel. Armel avad a jomaz da ober eur potr iaouank koz, eur iontr, evel a leverer.

D’ar mare ma krogomp gant histor Armel Kerscabel, e welomp anezan o werza e holl vadou, e vaner zoken e Lamball, evit dont hiviziken da veva er baourentez en eun ti a zaou ugent lur ar bla, e traon kear. Eno, an aotrou Armel a ioa en dro d’ezan kalz famillou hag a veve o walc’hi dillad kear. Ar c’houerezed peurvuia a ve merc’hed distagellet mat, ha na zalec’hont ket da rei d’ho amezeg, al lezhano a Skrabelaou.

E gwirionez, mab an ofiser koz na laëraz ket o hano, rak e zillad ne vijent morse gwalc’het nemed pa vijent brein, hag evel just, al laou a vije gwelet o redek war e grochen ha war e zillad.

Petra zo kaoz da Armel da veza ken buan chenchet e stad beva, a c’houlennit, mignoned lennerien ?

Pa 'z eo d’eoc’h sonjal e vije digouezet eur gwaleur bennag gantan, ha m’ema hon aotrou hirio o veva diwar bara seac’h ha dour mar ema al laou o vervi war e groc’hen, n’euz netra kaoz d’ezan nemed ar bizoni. An tech louz-ze a gemer kalon eul loden euz an dud, hag a ra d’ezho beva e-kreiz an dienez ar vrasa, gant eur bern arc’hant. A dra-zur ez eo mad d’an den beza tost, beva piz ha kempen, ober ar choser deuz al lenn, mez n’eo ket mad beza re engravet, servicha ac’hanomp…

Armel n’oa ket bet c’huec’h miz e kichen ar poullou kanna, ha dija n’en devoa buez vad ebed gant e gouerezed. Eun devez da beder heur deuz ar mintin, ar paourkez den a rankaz sevel euz e wele da walc’hi e roched ; kerkent ma oe gwelet e trein da lopa, diou blac’h a deuaz, hag a daolaz ar paourkez Armel er poull kanna, evit beuzi e laou, a lavarent.

Hon aotrou en em zifrette gwella ma c’helle, mez ar merc’hed en eur iouc’hal, a harze outan da zont er meaz, hag abenn fin an abaden, ouspenn ugent kouerez a zelle ouz Armel o veuzi e laou en desped d’ezan. Goulskoude, goude beza c’hoarzet o gwalc’h, ar merc’hed a lezaz ho amezeg da zont er meaz euz an dour, ha neuze, neuden zeach ebed ennan, e teuaz d’e loch, en eur brometti ne vije ket gwelet c’hoaz wardro ar ster da walc’hi.

Kalz troiou kam er giz-ze a vije great bep ar mare d’hon aotrou. He-ma na esee ket en em zifen, n’oa ket eun avans d’ezan, re anavezet oa e kear evit e bizoni, hag an archerien, ar mear a c’hoarze, pa glevent lavaret e vije c’hoariet eun dro gam bennag d’ezan gant an amezeien.

Eun devez evelato, ar re-ma a ieaz en tu all d’ar rouden, ha diou blac’h, ato ar memez re, a en em glevaz da vont da ober an neuz da laërez anezan.

Da hanter-noz e iachont da storlokat an nor, divarc’ha rechont anezhi, hag ec’h antrechont en ti. Pa welaz an dra-ze, Armel a gemeraz e denzor, a deuaz er meaz en lost e roched, hag a redaz da di ar jandarmed. Unan euz an archerien a deuaz neuze da zigas ar paourkez den d’ar gear, hag a bromettaz ober eun enklask war ar pez a ioa c’hoarvezet. Goulskoude, Armel a welaz awalc’h n’en dije buez vad ebed ken, ma chomfe da veva en doare ma ree, en eur vro el leac’h e vije anavezet evit beza eul lourinn koz, eur penmoc’h hag en doa aoun a vankefe boued d’ezan. Azaleg an deiz-ze pe an nozvez-ze, e lakeaz en e benn tec’het heb gouzout dare da zen, ha mont gant e denzor en eur vro all bennag, el leac’h e vije lezet da veva er giz en dije c’hoant.

    1. 2 ##


II. E veach dre Vreiz-Izel


Eun devez, euz ar mintin kerkent ha div heur, Skrabelaou a gemeraz ar pez vrasa euz e billou, a lakeaz anezo laou hag all en eur zac’h, a guzaz e villejou hag e aour etouez, ha, goude beza laket an alc’houez dindan an nor, ec’h en em lakeaz en hent. Kemer a reaz hent Gwengamp, gwisket evel eur paour o klask an aluzen. Bemdez pa deue an noz, e c’houlenne loja en tiegeziou war ar meaz, ha bemdez e kouske etouez ar plouz er c’hreier, emesk an anevaled.

Demdost da eur miz e oa bet o tont euz Lamball d’ar c’hastell-Nevez. Antronoz vintin e valeaz adarre eur pennadik, hag e tigouezaz en eur bourkik vrao war ribl ar ster vraz a ia euz an Naoned da Vrest, e Lotheï.

Digouezout a reaz abred e ti eur bouteger anavezet er vro dindan an hano a Laou Gam. He-ma hag e wreg a veve braoïk o daou gant o micher. Laou a-hed an deiz a ree boutegou, ha Kato a iee da Bleibenn, d’ar C’hastellinn ha d’ar C’hastell-Nevez da werza ar marc’hadourez.