Avanturiou an aotrou Skrabelaou/E vuez en e di plouz
Azaleg an deiz ma rankaz Skrabelaou chom en e wele, Kato ha Laou a gemere truez ouz o amezeg, gwalc’het ha kempennet e vije he zillad d’ezan, mont a reent da glask ar medisin d’ezan.
Goulskoude gant an amzer e teuchont da skuiza, ha da zeiz gouel Mikeal, e oe lavaret da Skrabelaou en em glask, ma ne baëche ket e di.
Mont kuit na ree ket affer hon aotrou, kavet en devoa eun ti marc’had mad, eur gwele, tud sioul ha tud vad. Ouspenn, da beleac’h mont d’en em glask gant eur zac’had danvez ?…
Mar teufe d’ezan koueza klanv en eun ti bennag, e vije furchet e zac’h, laëret, ha lazet marteze war ar marc’had. Mar teufe d’ezan rankout mont d’an hospital, e vije goulennet digantan kont deuz ar madou a bourmene deuz an eil ti d’egile ; e vije goulennet digantan euz a beleac’h e teue gant an danvez-ze, e peleac’h e vije e dud ?
An holl zonjou-ze a droe hag a zistroe e penn an aotrou Skrabelaou, hag a lakee diez e spered. Sonjal a ree ne oa en neb leac’h ebed suroc’h da zelc’her mad d’e denzor eget el leac’h ma oa. Sonjal a ree ive e vije red d’ezan dispaka eul loden euz e aour evit paëa Laou e vestr, pe e vije taolet er meaz euz e di. Er blaveziou diarog e c’helle gant ar gwenneien a gave du-ma du-hont, paëa e di ha beva. Mes hirio, dalc’hmad klanv gant ar remm n’oa mui moien ebed d’ezan na da vond da glask na da vont da c’honit.
Eun devez deuz ar mintin, e c’halvaz Laou da zond d’e gaout, hag e lavaraz d’ezan ar c’homzou-ma :
— Kavet em beuz ennoud eun den mad, eun den honest, ha da wreg a zo koulz ha te. Dre-ze, n’em beuz c’hoant ebet da gwitaat ac’hanoc’h o taou, c’hoant em beuz da veva en o kichen, ha da vervel aman pa deui va heur, etre ho taouarn. Mez eur c’helou em beuz da lavaret d’eoc’h o taou, ha na garfen ket e ve tud all euz ar barrez o c’houzout ar c’helou-ze, rak an teodou a iafe en dro, ha biskoaz aluzen ebed n’em befe ken.
Me Laou, em beuz arc’hant awalc’h evit beva, goude ma chomfen kant vla all c’hoaz war an douar : rakse-ta ne peuz ezom ebed da gaout nec’h na vijez ket paët. Sell ! setu eur strollad billejou a vil lur, ha setu va ialc’had aour. Te breman, ha Kato, a oar em beuz arc’hant, gouzout a rez ive na c’hellin morse dont a-benn da zispign kement-se a zanvez o veva evel a ran.
Ma ! pa vezin maro, an arc’hant-ze a vezo holl d’eoc’h. »
— Ha da dud, e peleac’h emaint ? »
— N’em beuz nemed eur c’hoar hag a zo e Raozon, dimezet d’eun ijiner.
Ar c’hoar-ze e deuz daou vab, daou lampon ha na c’houlenfent ket gwelloc’h eget gwelet ac’hanon me o vervel, evit kaout va arc’hant. Rak se ta, mar oc’h euz c’hoant da veza pinvidik goude va maro, dalc’hit ganeoc’h ar pez a ouzoc’h breman, arabad eo d’eoc’h diskleria da zen ebed em beuz arc’hant, rag azaleg an deiz-ze me a zo kollet, ha c’houi a vefe ive. »
— Arabad eo d’id kemer aoun deuz-ze, ni hon daou a ouezo delc’her ganeomp ar pez a ouzomp. Ne zell ket ouzomp petra ri gant da arc’hant, gant ma paei ac’hanomp bep bla. Mez evelkent, lez ac’hanon da lavaret d’id e vije gwelloc’h d’id klask eur plac’h koz bennag da entent ouzid e-keit ma vezi klanv, rak Kato a rank mont d’ar marc’hajou, ne c’hell ket beza dalc’hmad war da dro.
— Eur vatez koz da entent ouzin ! Eur plac’h da zebri d’in ouspenn dek lur ar zizun ! petra zonjez, Laou !
— Gwir a leverez, red e vije d’id delc’her kafe, sukr, koaven, bara gwiniz hag amann mad !
Deuz a beleac’h, Laou e kav d’id e c’hellfen-me maga eur vatez war an ton ze !
— Nan, n’euz moien ebed d’id, hag ouspenn, an dud a zonjefe fall diouz-id, paour-kez Armel.
— Ia ! ha sonjal a rafent em bije kalz arc’hant p’e gwir e c’hellfen maga eur vatez da entent ouzin.
— Eur c’hrennard bihan avad a c’hellfez da gemer, evit kerc’hat dour, klask keneut raden, mont d’ar bourk daved da oll diankajou, bara, kig, holen ha traou all.
— A vije mad awalc’h, evel a leverez, Laou, panefe na ve ket goest da c’honit e voued oc’h ober an traou-ze.
— Pren d’ezan diou pe deir danvadez koz, ha pa n’en devezo ket a labour all da ober e zai da zioual an denved. Er giz-ze, er bla a zeu e pezo denved ha gloan da werza.
— Gwir a leverez, Laou, mez e peleac’h e kavin ar c’hrennard-ze ?
— Jampi an Turluter en deuz unan, a gredan, hag a rei da affer, Disul me welo anezan, hag a gaozeo evid oud.
D’ar zul warlerc’h deuz an noz, Lommik an Turluter a ioa mevel bihan e ti Skrabelaou : n’en doa er bla kenta netra nemed e voued ha daou re voutou koat. N’oa ket kalz a dra evit gwir, mes da vihana e kommanse Lommik gounit e vara, hag e dad a ioa laouen o welet e botr kontant da vont da zervicha, da vont diwar ar bara, evel a ve lavaret.
N’oa ket bet gwall bell ar potrik e ti Skrabelaou, ha dija e ouie ober souben d’e vestr, aoza e wele, klask raden pa vije ar poent, ha keneuta e doug ar bla.
Diou zanvadez a ioa prenet d’ezan ive, ha kalz ebat en dije o tioual anezho en hentchou bihan ha war bord an hent braz. E amzer a dremene er giz-ze brao, ne oa ket tenn e labour, ha Lommik a en em blije e ti Skrabelaou evel eur roue war e drôn. Pa vije eat Kato an ti all pe da Bleibenn pe d’eul lec’h all bennag d’ar marc’had, Lommik a ouie ober al lez da neizou ar ier, ha lipa daou pe dri vi kriz, pa gave an tu, ha Kato a zonje e vije e ier o sklochal pe o koll ho neizou.
Goulskoude eun devez d’ar mintin, Skrabelaou a welaz oa goullo sanaill ar c’heneut hag a lavaraz da Lommik mont da goat ar Raned daved eur beac’h. Ar mevel a grapaz en e falz hag en e gorden, hag a gemeraz an hent evit mond d’ar c’hoat. Eur pennadik a ioa edo krog mat da droc’ha skourrou seac’h e beg eur wezen, pa en em gavaz gantan Gabi Freillou, mestr ar c’hoat.
— Piou en deuz lavaret d’id dont ama da geneuta ?
— Va mestr, an hini koz a zo etal ti ar bouteger, hag a vez great Skrabelaou dioutan.
— Te eo Lommik an Turluter ket 'ta ?
— Ia ! eme ar potr o tisken deuz ar wezen.
Pa oe diskennet, Gabi a roaz taoliou boutou da Lommik, ha chacha war e ziouskouarn, hag ar potrik a ieaz kuit en eur ouela. Pa oe digouezet er gear, Skrabelaou a c’houlennaz outan perak e ouele.
— Tapet oun bet gant Gabi Freillou, ha bet em beuz taoliou boutou digantan ken eo brunduet va c’horf.
— Goulennet en deuz da hano diganez ?
— Anaout a ree ac’hanon, ha gouzout a ree e peleac’h e oan o servicha.
— Daonet oud neuze ! a lavaraz Laou gam a oa en ti.
— Ia Laou, ha varc’hoaz ema an archerien em zi. Setu aze pe seurt profit a zo deuz bugale, deuz mevellien bihan. Ha da gorden ? ha da falz, ha da geneut ?
— A zo chomet er c’hoat, pe eat gant Gabi.
— Koll war goll !…
— Mar kerez, eme Laou da Armel me lavaro d’id pennoz e tenni da fri er meaz a affer, mar teufe an archerien aman varc’hoaz da ober eun enklask.
— Penaoz ta, Laou ?
— Ne peuz netra da ober nemed lavaret e pezo roet e gompt da Lommik abaoue deac’h vintin. Lommik neuze a c’hello lavaret e oa eat d’ar c’hoat da glask keneut da werza da eur paour bennag, evit kaout e lein digantan evit e geneut. Lavaret a c’hello zoken en doa kemeret aoun ouz ar bac’hadou e oa a wel da gaout digant e dad pa vije erruet er gear, kollet ganthan e blas.
— Ia daonet avad, Laou ! er giz-ze eo d’in ober evit en em denna er meaz ! Rakse ta, selaou mat, ha dioual petra lavarfez varc’hoaz p’en em gavo Lakrip aman, klevet a rez Lommik.
— Ia ! klevet a ran, hag ober a rin va fosubl evit o tenna er meaz, mestr.
Antronoz wardro dek heur ec’h an em gavaz daou archer etal ti ar bouteger.
— Aman eo ema Armel Loufok o chom ?
— Ia ! en ti aze, eme ar bouteger, e toull e zor. Kerkent ma klevaz Lommik mouez an aotronez, e lakeaz e voutou en e zaouarn hag e klaskaz buanna ma c’hellaz hent ti e dad.
An archerien a redaz war e lerc’h, hag a dapaz anezan dindan ar gwele er gear. Neuze e tigaschont anezan da di Skrabelaou hag eno, dirak e vestr :
— E peleac’h e oaz deac’h d’ar mare-ma ?
— O keneuta e koat Gabi Freillou, ha c’hoaz e oa bet tost d’in beza bet lazet gantan gant an taoliou boutou a roe d’in.
— Piou en doa lavaret d’id mont di da geneuta ?
— Dioual brema potr ! eme Skrabelaou.
— Deac’h vintin em boa torret eur pod da lakat leaz, ha va mestr a lavaraz d’in mont ekuit pa garjen, ne roje ket ken a voued d’in. Neuze, eleac’h mont d’ar gear da dapa eur roustad bac’hadou digant va zad, e kaviz gwelloc’h mont da glask eur beac’h keneut em bije gwerzet da Fantik ar c’hantelor, pe em bije bet va lein ha va c’hoan diganthi evitan.
— Ne oaz ket ken gant da vestr aman ?
— Nan, em euz lavaret d’eoc’h.
— Ma ! neuze c’houi a zo o fri er meaz euz ar wask, aotrou, mes te avad, Lommik n’ouzomp ket c’hoaz petra n’em gavo ganez, hervez ar c’helou a roio d’eomp an aotrou mear bremnaïk diouz-id, e vezi tapet en toull pe lezet libr da vale.
D’ar c’homzou-ze, an daou archer a ieaz er meaz euz an ti, hag a ieaz da di an aotrou mear da c’houlen kelou deuz an aotrou koz hag e vevel bihan.
Antronoz a oa lavaret da Lommik e oa e affer er zac’h, abalamour d’ar c’heleier mad a ioa diwar e benn, ha diwar benn e dud.
An aotrou Skrabelaou neuze a ieaz eun affer grevus diwar e goustians, rak aoun en devoa na vije deut an archerien da c’houlen re a draou digantan, ha garekaat a ree Laou-gam da veza hen hentchet ken mad.
Goulskoude, an aotrou Skrabelaou na wellee tam, chom a ree bepred war e vern plouz, ha semplaat bemdez a ree. Eun devez, Kato a deuaz da welet anezan, hag a lavaraz d’ezan oa pell a oa poent klask ar medisin.
— Ar medisin, Kato ! Ha petra rai d’in-me nemed laërez va arc’hant, ha va laza araok ar poënt. Nan, nan, Kato, ar boan zo deut, ha pa garo e zai kuit, mez ne ket eur medisin a gaso anezan.
Abenn eur miz goude, Skrabelaou a wasaaz, ha neuze ec’h asantaz e teufe davetan Job ar Pikouz, eun den brudet dre ar vro dre wiziegez e kever an dud klanv. Pa oa deut, Job a zellaz ouz daoulagad ar c’hlanvour, ouz e deod, a lakeaz e viz meut war gwazied o vreac’h.
— Ne ket aze em beuz poan, tam lio ma z’oud ! p’e gwir em divesker eo ez oun dalc’het.
— Ia ! o tivesker a zo koenvet, ha teo int evel ribotou.
— Ma ne vijent ket bet, ne pije ket bet ezom da zont aman !
— Sempl oc’h, ne zebrit tam koulz lavaret.
— Hein ! eun dra bannag a ouzout evit doare !
— Setu aman petra o pezo da ober bemdez : bremaïk e vezo kerc’het deuz ti an apotiker eur voutaillad gwin da rei nerz, deuz an hini a zek lur al litr. Eur voutaillad ezans tourmantin evit frotta o tivesker teir gwech bemdez, a deui ive. Pa vezo eat ar re-ze, e kerc’hfoc’h re all. Bemdez e roan ali d’eoc’h da eva pevar vi kriz, eun tam brao a bivtek ha leaz a evfoc’h kement a ma kerfoc’h. Abenn eiz dez, me deui adarre da welet ac’hanoc’h.
Pa oa eat Job kuit, Skrabelaou a lavaraz :
— Setu aze eun abaden d’in-me avad, Laou, hervez ar Pikouzet daonet-ze ! Da beleac’h e zin-me da glask viou ha leaz, p’e gwir n’em beuz na bioc’h na iar ?
— Gant da arc’hant e kavi viou ha leaz kement ha ma kari.
— Gwin a zek lur al litr, Laou ! klevet e peuz komz deuz ar gwin-ze eur wech bennag ? Ha biftek, mar plich, a zo lavaret d’in da zebri ive !
— Ia, ha neuze ez euz lavaret d’id frotta da zivesker teir gwech bemdez gant ezans tourmantin.
— Tourmant awalc’h em beuz er giz-ma, a gav d’in n’eo ket red d’in er c’hreski. Bah ! bah sell ! ro peoc’h d’in gant eur pikouz egiz hennez ! An dra-ze zo mad d’an dud o deuz re a arc’hant, a c’hell eva gwin a zek lur ar voutaillad, ha biftek, po defe c’hoant, mez nompaz d’in-me ha d’am seurt. Nan, nan, ne fell ket d'in ober eun dra deuz ar pez en deuz lavaret, rak gouzout a ran ne oufe ket e peleac’h em boa poan, p’e gwir e selle em daoulagad, oc’h va zeod, oc’h va breac’h, hag em divesker eo em boa poan ! Ar vedisined, Laou, a zo diotoc’h an eil eged egile anezo, ober a reont a bep seurt ardou, evit tapa arc’hant an dud sot.
— Mad ! Armel gez, na ran ket a forz petra ri, mez evit ar pez a zo sur eo, Job ar Pikouz en deuz pareet meur a hini dre ar vro, brud vad en deuz.
— Ro peoc’h d’in, Laou, ma kouskin.
— Sell ! a brepoz ! mar kerez, Armel, e vezo great kaeroc’h : mar kerez me ielo da lavaret d’an aotrou mear dont da welet ac’hanoud, hag hen a roio eun tam billet d’id evit kaout louzeier evid netra, ha medisin zoken ar marc’had.
— Ah m’em befe gwin koz da eva, biftek, viou ha leaz da lonka evid netra, e kemerfen awalc’h.
— Neuze vije eun diaoul a babor ac’hanoud avad, Armel ! Neuze zavje kof ouzid avad potr !
— Lez da c’hlabouz 'ta Laou ! ha lavar da Lommik mont raktal da lavaret d’an aotrou maer oun fall, prest da vervel, ha marteze varc’hoaz ec’h en em gavo traou aman d’in-me da lonka.
Lommik a ieaz diarc’hen da di an aotrou mear hag eun heur goude e oa etal ar c’hlanvour !
— Ahanta ! penaoz a rit, aotrou Armel ?
— Ah fei ! o vont kuit ive, aotrou mear ! beac’h em beuz o kaozeal, ha panefe ma m’euz eun amezeg mad, pell zo e vije bet va c’horf en douar.
— Ia ! gwelet a ran n’emaoc’h ket mad, ha red e vezo d’in kemen d’ar medisin dont d’o kaout, ha lakat rei d’eoc’h louzeier, ar c’henta ’r gwella.
— Job ar Pikouz a zo bet aze er mintin-ma, eme Laou, hag en deuz lezet eur billet aze, ha warnan e vije merket pe seurt a vije mad d’ezan da gemeret.
— Ma ! ma ! deuz te, Lommik, daved eur billet deuz an ti kear, hag e zi gantan raktal d’ar C’hastell-Nevez.
— Ouspenn, aotrou maer, e welit pegen fall eo va gwele, ha c’hoant em bije e vije chenchet ar plouz hag ar pell.
— Great e vezo, ha varc’hoaz euz va zi e teui eur c’holc’hedad pell fresk hag eur beac’h plouz segal.
— Trugare, aotrou mear, an daelou a deu en daoulagad, pa welan pegen mad oc’h evidon, eur paourkez dilezet gant an holl.
An noz ne oa ket deut c’hoaz, pa en em gavaz Lommik er gear, dizro hag echu gantan e gefridi. Kerkent e oa tennet deuz ar baner ar voutaillad ezens tourmantin, hag ar gwin a zek lur.
Skrabelaou na zellaz ket kalz ouz an tourmantin, mez staga reaz e benn ouz ar voutaillad gwin koz.
— E peleac’h ema ar biftek, Lommik ?
— N’euz ket deut !
— Troc’h diot, eme Laou, an dra-ze zo d’id da brena euz ti ar c’higer !
— Ar mear n’en deuz ket roet arc’hant d’id da brena biftek ?
— Nan… nan avad !
— Ar pez a gavan ar gwella ! malloz ma butun !
— Ma ! ma ! varc’hoaz, eme Laou, mar teu aze da zigaz plouz ha pell, e c’helli goulen outan beza laket war roll ar beorien, ha neuze e pezo muioc’h a draou da gaout, evel just.
Skrabelaou, epad m’edo e vignon o lavaret ar c’homzou-zo, a oa o lipat e vourrou diwar eul lonkaden gwin koz hag a respontaz :
— Che ! Laou, te zo eun den mad, eur mignon gwirion, hag a oar hentcha an dud war an hent mad.
Antronoz vintin kerkent hag eiz heur, ec’h en em gavaz eur c’harrat pell ha plouz etal ti Skrabelaou. Da c’hortoz ma vije amzer da lakat an traou er gwele, e oant laket o traon ti ar bouteger, a oa ennan muioc’h a frankiz.
Ken just a fri ar c’haz, an aotrou mear e-unan eo a deuaz da zigas ar c’harrat traou.