Eur verc’h barvek, rok ha figuz,
Mar timez, ne vo grek euruz.
Eur plac’h iaouank, morgant meurbed,
E devoa c’hoant kaout eur pried
Iaouank, fur, brao hag a zoare,
Tomm he galoun dioc’h he dere.
Kaout a dlie ouspenn, ’vit beza diouz he c’hoant,
Gant eur spered dispar, wenn-vad ha kalz arc’hant.
Da biou e teu pep tra hervez c’hoant he galoun ?
Meur a bried deread kinniget da Rok-ounn,
Ar goantik ho c’have diout-hi kalz re zister ?
— « Petra ! d’in, eme z-hi, ar re-ze ginniger ?
» Ne d-ounn ket sorc’hennet ! Eunn truez ho gwelet,
» Ne c’houfet, evesait, kaout bravoc’h pabored !
» Ar c’henta, du he ler, zo evel eur morian ;
» Ann eil zo berr he fri ; hen-nez, genou ledan.
» Evit lavaret berr, koant ounn ha iaouank c’hoaz ;
» Amzer, amzer am beuz da zibaba eur goaz. »
E-kreiz ho c’henta brud, ’pad ma c’houez ann avel,
Eunn darn merc’hedou zo a zalc’h huel ho baniel.
Ho c’hribel a ziskar, pa gouez war-n-ho ann oad,
Ha neuze ar baotred anezho a ra goab.
Evelse a c’hoarvez : rok dindan he zalgenn,
Merc’h figuz, pa gosa, a ia da geuneuden.
Hag em be dismeganz, me a lavaro c’hoaz
Ne dalv ar verc’h koanta eunn den fur, hanter-goaz.
Goude dimeziou mad, teuaz kalz a re grenn.
Evel ar re genta voent kaset da bourmen
Gant ar verc’h kribellek. — « Ne ve iac’h va spered,
» Ma lesfenn tud ken diod da zont d’am darempred.
» Touellet int gan-en, me ne d-oun ket gant-ho,
» Hag evit va luzia eo re verr ho baro.
» Beteg-hen, emez-hi, hep kaout den em gwele
» Em beuz kousket dinec’h, a drugare Doue ! »
Ar verc’h, war he meno, laouen ha dibreder,
Ne felle ket d’ezhi lezel he ambreger.
’Velato hed-a-hed daou, tri bloaz a dremen ;
Dont a ra da nec’hi, ne deu den d’he goulenn.
Kelenn he mellezour a zesk bemdez d’ezhi
Ne d-eo evit miret he gened da deuzi.
Pa c’hoarz, he muzellou a zo mez ho gwelet ;
Krina a ra he fri, he dent zo diskrouignet ;
He bleo, brema briket, gwechall a voa dem-zu,
Hag e divoc’h chotek a zo kleuz a bep-tu.
Evit en em ginkla, ne c’hell ket dont a-benn
Da guzet ar fraillou a skarnil he c’hroc’hen,
A zo roudennet doun gant ivin ann amzer,
A gar krabanata peb tra ha merc’hed kaer.
Tiez ann dud, pa gouezont, a-nevez vez savet ;
Ne c’heller nevezi ar gened diskaret.
Koulzkoude, pa welaz e voa ker kastizet,
Gant eul lostennad keuz, ar verc’h a voe nec’het.
Ann oad ha c’hoant brema a lavar dimezi.
Gwelit, mousklen grinet zo ann tan enn he zi !
Neuze hep dibaba, kregi ne d-eo ebad ;
Pa vez berr ann amzer, ne bad pell ar marc’had.
Evit lavaret krenn, ne gredfe den biken
Piou eo a gemeraz da bried hor glufen ?
Eur chil-gamm, hanter-dort hag ouspenn born iskiz.
Ar seurt-se, traou sivil, zo mad dioc’h ho tiviz !
N’eo mad tamall atao, evel a rear ama,
Ann holl merc’hed iaouank da veza re figuz ;
Ho c’haloun zo tener, mad ha karantezuz ;
Ho spered a zo lemm hag a gav euz brema,
Dre ma taolont evez oc’h tud iaouank ar bed,
Ez eo hadet dibaot ar re fur anezho.
Evit beza euruz ne ket red kaout gened,
Kaout arc’hant leiz ar ialc’h ; ar furnez gwella zo.
Furnez, skiant ha labour a ziskouez euz kaloun ;
Hag ar galoun atao, gant merc’h fur da genta,
Ne d-aio birviken, mar gell, d’en em staga
Oc’h rokeden reuget dioc’h drez ann hentchou doun.
Brema heb karantez
Kalz a dud a zimez,
Hag a-benn daou zervez
Ma vez bet ann eured,
Bagik ann daou bried,
Gant arne ha gwall vor, o tont da zisturia,
A sko oc’h ar c’herrek hag a ia d’ar weled.
Ar bed ’vit kosaat, tamm ebed ne fura.
Ar furnez hag ar skiant a gavo gwir bried ;
Aour hag arc’hant, eur mestr hep kaloun na spered.