Mont d’an endalc’had

Sokrat, ar fur

Eus Wikimammenn


SOKRAT, AR FUR


D’ANN AOTROU LEVOT, LEORTIEK PORZ BREST


E peb bro ar gwir vignouned
N’euz kalz anezho diouanet.


Gwechall Sokrat, den a furnez,
Lakea sevel eunn ti nevez,
Ha pep hini a dremene
Er pez labour a rebeche.
Ann diabarz, eme unan,
A zo re striz ha re vihan.
Ar zolierou a zo re vac’h,
Choum beo enn-ho a vezo beac’h,
Hag, eme ’nn all, ne zereont ket
Oc’h ann den fura zo er bed ;
Ne larann oc’h he c’hrek-avad,

Eur c’hraou moc’h d’ezhi a ve mad [1].
E berr : ann holl a lavare
Ne voa, enn ti, mean a zoare
Ha ne c’heljet, nemet dre boan,
Choum enn eul lochik ker moan.

— « Plijet gant Doue, eme Zokrat,
» E ve leun a vignouned vad ! »

Gant gwir abek e lavare
Voa re vraz he di d’ar re ze.
Talvout a reont ann holl vadou,
Pa na ve ’met unan pe zaou.
Pep den, ma ve kredet,
A zo eur gwir vignoun ;
Hano stankoc’h n’euz ket,
Dibaot eo ar galoun !





  1. War a lavar ar skridou koz, grek Sokrat a voa ken diboell
    ha ma voa hen fur. — Evel-se a c’hoarvez, ar re fura eo a vez tizet
    gwella gant ar merc’hed, evit deski d’ezho ne deuz den na fazi.