HAG HE ALC’HOUEDERED BIHAN
Ann alc’houeder a ra he neiz
War dro miz mae e-touez ann ed,
Er mare-ze al laboused,
Ha kement a zo beo, tommet gant heol ann deiz,
A verv enn ho c’haloun glaouen ar garantez,
Zo c’houezet gant mestr ar vuez.
Unan euz ann alc’houedered
Enn eur vont da gana : « ne bec’hinn mui sant Per ! »
Betek ann heol hag ar stered,
En doa ankounac’heat e voa, war dro ’nn hanter,
Eat enn dro ann nevez amzer,
Hep rei d’he galounik dudi ar garantez.
Neuze e lavaraz : « Daoust ma’z eo divezad,
» ’Vel ar re all a rinn ; bez’ am bezo torrad. »
Dioc’h-tu e ra he neiz, e tof, e c’hor he viou,
Hag e tigloz labousigou.
Dioc’h he iez, gwella ma c’hellaz,
Noz ha mintin e labouraz.
Siouaz ! enn dro d’ann neiz ann ed a voa dare,
Hag ar re vihan c’hoaz ne voant ’vit nijal pell
Diwar boez ho diou-askel.
Ann alc’houeder a voa nec’het gant ann dra-ze.
Klask boed zo red d’ezhan : alia ra he dorrad
Oc’h kement a vije da deurel evez mad.
— « Mar teu mestr ar park-man, ha m’oar-vad e teuio
» Hirio,
» Selaouit anezhan, ha dioc’h a lavaro,
» Da vont kuit euz he neiz pep hini ra skrabo ! »
Ne voa pell ac’hano nijet ann alc’houeder,
M’en em gav mestr ar park, gant-han he vap kouer.
— « Ann ed-man zo dare : da gaout hor mignouned,
» Ke, va map, eme z-han, d’ho fedi, pa ’z eo red,
» Da zont gant peb a falz da c’houlou-deiz, warc’hoaz,
» Da rei d’e-omp eun tammik skoaz. »
Ann alc’houeder distro a gav ar spount enn neiz.
Ar re vihan lavar : — « Warc’hoaz, da c’houlou-deiz,
» Eo red, eme ar mestr, teufe hor mignouned. »
— « N’en deuz lavaret ken ? N’ho pezet nec’h ebed,
» Eme ann alc’houeder, n’ema ket ar mare
» Da ziboucha er meaz. Warc’hoaz ’vad adarre
» Selaouit, ’vel hirio, ha n’ho pezet ket aoun.
» Sada boed da zibri ; debrit, torrit ho naoun ! »
Leun ho c’hof e kouskont, ann neiziad hag ar vamm.
Sevel a ra ann heol, ne deu mignoun e-bed.
Ann alc’houeder a nij, ha mestr ar parkad ed
A zistro eunn eil gweach : ne d-eo ket laouen tamm.
— « Ann ed-man, emez-han, dlefe beza medet
» Hag endramet zo-ken ; fisiout e mignouned,
» N’eo ket ar boan da zen ! Bez’ ez int didalvez
» Ha diek da ober vad.
» Va map, ke alese da gaout hor c’herent-nez
» D’ho fedi da zont d’ann drevad. »
Ar spount a zo enn neiz gwasoc’h eget biscoaz.
— « Mamm, d’he gerent en deuz lavaret dont warc’hoaz !
» Ha n’eo ket mall bale ? »
— « Amzer ! va bugale,
» Arabad tec’het kuit ken a lavarinn d’hoc’h.
» Souchit aze, kouskit e peoc’h ! »
Ne lavaraz ket gaou : ne deuaz ket eunn unan.
Evit ann trede gweach ar perc’hen a zistroaz,
Hag out-han teo he benn : — « Hon dallentez zo braz
» Choum da c’hortoz re all, a-walc’h omp hon-unan ;
» Ni a zo hor mignoun hag hor c’har-nez tosta.
» Paotr, dalc’h mad d’ann dra-ma !
» Ha gouzout a rez-te petra zo da ober ?
» Warc’hoaz kenta, gant hor filsier,
» Dont ni ha tud hon ti : setu ar berra tra
» Hag ar gwella ;
» Hon ed a vedimp, a zournimp
» Hon-unan, gwella ma c’hellimp. »
Dioc’h-tu ma klevaz ’nn alc’houeder
Petra voa mennoz Iann gouer,
E lavaraz : — « Va bugale,
» Enn taol-ma ’vad eo d’hoc’h bale ! »
Hag ar re vihan d’heul ho mamm
Ann eil war egile a lamm.
Da c’houlou-deiz,
E voa goullo ha ien ho neiz.
Brema me a lavar d’ar pinvidik, d’ar paour :
Mar d-eo mad d’hoc’h hirio ober eur pez labour,
Stagit gant-han dioc’h-tu, ha pa vec’h hoc’h-unan,
Bemdez kalounek oc’h ho poan,
Gan-hoc’h ez ai buanoc’h da benn
Evit choum da zellet, o c’hortoz ann estren.
Ann amzer ia enn dro, n’ema gant den ebed ;
Evel d-han kerent zo ha kalz a vignouned.